Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
297
Meditationou.

nit. Hent an Eê a so enq ha stris. An hent ledan a gondu d’ar precipiç, d’ar berdition, d’an Ifern.

2 P. Pelec’h ema oùme-me ? Quemer a ràn me an hent mad ? N’en em gontraignàn e netra, heulia a ràn ma inclinationou, ne fell din souffr netra, ne garàn ha ne glascàn nemet ma flijadur : dibaut gueich e songeàn e Doue hac en eternite ; beva a ràn quel lesirec evel pa ne ranquen ober netra evit en em savetei. Hac hennes eo an hent stris ? N’ef èn quet an hent ledan, hent ar bed, hent ar re libertin ? N’en em dromplàn me quet, mar songeàn ober va silvidiguez o veva evel ma ràn ? Petra am eus-me grêt bete vremàn evit Doue ? Petra am eus-me grêt evit silvidiguez va ene ? Petra am eus-me grêt hac a verit ur recompans hac ur gurunen eternel ? Ne ràn netra, pe casi netra evit gounit ar Barados, hac ober a ràn cals a draou pere a verit an Ifern.

3 P. Un dra sclaer eo n’emaoùn quet en hent mad ; mar continuàn, ne deus quet a Varados evidon : collet oùn da virviquen, ma ne cenchàn a vues. Ret eo din eta quitaat ar vuez libertin-ze am eus conduet bete vremàn ; ret eo din trec’hi va humor, mortifia ma inclinationou, ha renonç da guement tra em ampeich da ober va silvidiguez.

O va Doue, grit din querzet en hent stris pehini a gundu d’an Eê ; roït din ar gou-