Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
An eil Sul

En em roït oll da Zoue, hac e voelot ne deus quet brassoc’h plijadur er bed, eguet disprisout plijadurezou ar bed dre garante evit Doue.

O va Doue, va c’hrouet hoc’h eus non pas evit ar bed nac e blijadurezou, pa ne allont quet contanti va c’halon ; evidoc’h hepquen eo hoc’h eus va c’hrouet, ha ne gavin morse a repos quen a resposin enoc’h.

Ne gavin james a vouir gontantamant e me ac’hanoc’h hac e meas eus ho servich. Grit dre ho cras n’am bezo quen desir nemet da blijout deoc’h, d’ho caret ha d’ho servicha, ha ma clasquin bepret enoc’h va oll gonsolation, va oll joa, va oll eürusdet.



Evit an drede Sul eus ar C’hoarais.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a chasseas un diaoul mud eus a gorf un den ; ha pa en devoe e chasseet, an den mud a barlantas. Jesus a lavaras goude ze : pa vez sortiet ar speret impudic eus a un den, e ra