Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
eus ar C’hoaraïs.

e oll bossibl evit antren ennàn adarre gant seiz speret all creoc’h ha goassoc’h evitàn, hac an diveza stad eus an den-ze a zeu da veza goassoc’h eguet ar c’henta.

Sant Lucas. Ch. 11.
Meditation voar an affeil er pec’het, ha voar ar voyen d’en em breservi eus ar maleur ze.

Considerit penaus ur pec’her pehini goude beza chasseet an drouc-speret eus e galon, hac en em reconciliet gant Doue dre ur govesion vad, a zistro d’e bec’het, en em gaf en ur stad goassoc’h ha dangerussoc’h evit e silvidiguez, evit ne oa ar stad e pehini ez oa quent.

E bec’het a so brassoc’h ha grevussoc’h, car un disleal eo o vancout d’ar bromessa en devoa grêt da Zoue ; hac un ingrat eo, pa zeu, elec’h anaout ar vadelez a Zoue d’e veza pardonet, d’e offanci a-nevez : jugit a guemense dreizoc’h hoc’h-unan. Goude ma ho pe pardonet da un den un offans en