Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
eus ar C’hoaraïs.

a gonsolation ha leun a joa e creis va oll afflictionou.

Considerit penaus evit caout ar joa spirituel-ze, ez eo ret caout ur goustians pur ha net. Jouissa a reot eus ur repos dous, ma ne rebeich netra deoc’h ho coustians : ar goustians vad a so ur banquet delicius ha continuel. Ret eo ouzpen-ze renons da joausdet ha plijadurezou vaen ar bed ; ne illit quet en em rejouissa gant ar bed, hac en em rejouissa gant Doue.

Reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

Ha c’houi hoc’h eus cavet biscoas ur gontantamant barfet en creiz plijadurezou ar bed ? Ha ne vanque quet atau un dra benac d’hoc’h eürusdet ?

Mar hoc’h eus servichet Doue ervad un amser benac, ha c’houi a so bet biscoas contantoc’h hac eürussoc’h evit ne voac’h neuse ? Ho pezet sonch eus an daëlou a zevotion hoc’h eus scuillet en amser-ze ; n’o deus-ii quet roet deoc’h muy a gontantamant, evit n’ho poa cavet e touez divertissamanchou ha joausdet ar bed ?