quet tanva d’ar re ho car hac ho servich a greiz o c’halon !
Mar o deus guir servicherien Doue ur c’heuz hac un displijadur benac, eo da veza e anaveet re divead ; hac e leveront evel Sant Augustin : O Doue a garantez ! guened ancien ha bepret nevez, re divead am eus ho caret !
Ret eo ansao cousgoude penaus an eneou mad n’emaïnt quet evit guir heb croasiou er bed-mâ ; mæs carout a reont ar c’hroasiou-ze dous hac agreabl, abalamour ma ouzont e ro Doue dezo neuse ur merq sansibl eus e garantez, ha penaus e roont ive dezàn ur merq assur eus o fidelite. Ar gouel eus ar recompans a esperont en Eê ; o c’honsol hac o c’harg a joa ; eürus en em gavont d’en em voelet neuse henvel ous Jesus crucifiet ; ha beza o deus un assurans moral eus o silvidiguez, pehini eo ar brassa consolation a aller da gaout er vuez-mâ. En em rejouissa a ràn em souffrançou, eme Sant Paul, leun oun