Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
Sul ar Sacramant.


Evit Sul ar Sacramant.
Peguen avantajus eo communia alies.


EVit compren peguer mad ha peguen important eo Sacramanti alies, considerit penaus Sacramant an Auter a so magadurez spirituel an ene, ha penaus e ro dezi nerz evit en em viret diouz ar pec’het, hac evit pratica ar vertu. Evel ma ro ar boed a zebrer nerz d’ar c’horf da labourat, Sacramant an Auter a ro nerz d’an ene evit servicha Doue ervad. Mar chomer re bell hep dibri, ar c’horf a zeu da veza dinerz, semp, languissant ha da vervel erfin ; evelse mar chom pell-amser an ene heb receo ar boed celestiel destinet evit antreteni ha conservi he buez ; e teu da semplaat, da languissa, da goll he devotion, da abandoni he resolutionou mad, ha d’en em goll erfin.

Attaquet oump a bep tu gant adversourien hor silvidiguez, ar bed, ar c’hiq hac an drouc-speret, exposet