Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
Sul ar Sacramant.

omp e peb-lec’h d’an tentationou ; beza hon eus goal inclinationou ous pere e renquomp combati oontinuellamant, a belec’h hor bo-ni an nerz da resista ous quement a adversourien, nac ar gouraich d’en em drec’hi hon-unan, mar pellaomp dious ar sourcen a c’hras ?

E commansamant an Ilis ar Gristenien a gommunie peurvuya bemdez, ha dre an abondans a c’hraçou a recevent, e vevent eguis Ælet voar an douar.

Ar Verzerien evit en em zisposi da souffr an tourmanchou preparet dezo gant an Tirantet, o devoa bepret recours d’ar Gommunion ; ha creêt ha fortifiet dre ar boed divin o devoa quemeret, e souffrent gant couraich ha gant joa ar c’hruela supliçou.

Mar guelomp c’hoas bremàn a drugare Doue eneou mad ha devot o cundui ur vuez santel hac a exempl vad, lequeomp evez, hac e velimp e communiont alies. Mar guelomp er c’hontrol re all o cundui ar vuez dereglet,