Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/173

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
Sul ar Sacramant.

n’o gueler nemeur o tostaat ous ar Sacramanchou.

Mar d’oc’h bet boaset hoc’h-unan ur mare benac da Sacramanti alies, hac ho pe dileset ar pratiq vad se, comparachit ar vuez a gunduac’h neuse gant an hini a gunduit brema. Pa reac’h ho tevotionou bep miz ha d’ar Goueliou bras, pebes dougeans Doue n’ho poa-hu quet en amser eürus-ze, pebes horreur ous ar pec’het ? pebes devotion, pebes ferveur : mæs allas ! aba ma hoc’h eus quiteet ur pratiq quer mad, ar ferveur ze a so deut da yenaat ; ho calon a so deut da zisec’ha, abalamour ma hoc’h eus manquet da guemer ar bara a vuez pehini ho soutene, an dentation o veza ho cavet sembl, e deus ho trec’het ; deut oc’h d’en em voasa dious ar pec’het, e gommeti a rit heb remors, hac en em gollit. Considerit ho maleur, hac en em resolvit da guemer anevez ar reglen vad ho poa gueichal, pa velit dre hoc’h experians propr ez eo un dra quen