Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
Gouel ar Sacramant.

Recevit an desir am eus d’hoc’h enori ha d’ho quelet enoret er Sacramant eus ho carantez.

Ya, me a zesir a greis va c’halon ho caret ennàn, ho meuli hac hoc’h adori gant ar memes ferveur ma oc’h caret, beniguet hac adoret gant an Elez hac an eneou santel.

Inspirit din, va Jesus, santimanchou dign eus ac’hanoc’h, ha liquit em c’halon an dispositionou a dlean da gaout evit renta deoc’h an enor a so dleet d’ho Majeste divin. Accordit ar memes gras d’an oll dud fidel, evit ma hoc’h enorimp oll assembles eus hon oll gallout. Grit ive ma teui an oll nationou eus an douar d’hoc’h anaout ha d’hoc’h adori, ha ma vezo dre ar bed-oll ar Sacramant santel eus an Auter meulet, enoret ha glorifiet da jamæs gant ur respet souveren.

Amen.