Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
Gouel ar Sacramant.

va oll fizians a so ennoc’h, hac esperout a ràn penaus, gant ar sicour eus ho cras, e perseverin en ho servich, en ho tougeans hac en ho carantez.

Amand Enorabl
Dirag er Sacramant.

Va Salver ha va Doue, en em strinca a ràn d’ho treit dirag an Trôn eus ho misericord, evit ober deoc’h reparation hac amand enorabl evit an oll irreveransou, profanationou ha sacrilejou a so bet biscoas commetet, hac a allet da gommeti en amser da zont en hoc’h enep er Sacramant adorabl.

Pardonit din-me pec’her ingrat, ha pardonit ive deomp oll hor fautou hac hor c’hrimou.

Pardonit deomp hon immodesti en ho presanç, pardonit deomp hon neubet a zevotion, hor yenigen hac hon neubet a garantez evidoc’h.

Ancouaït, o va Salver, hon iniquitet, ha songit ez oc’h hanvet hac ez oc’h an Tad a visericord.