Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
goude ar Pantecost.


Evit an navet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


HOr Salver o sellet ouz ar guær a Jerusalem, ha touchet o consideri ar maleuriou a bere e voa-hi gourdouset, a scuillas daëlou. Neuse e tisclerias an distruch hac an oll drouc a dlie erruout gant ar guær ingrat-ze, pehini e devoa refuset da anaout he Redampteur. Goudese o veza antreet en Templ e chasseas ar re a gavas o trafiqua ennàn, en ur lavaret dezo : scrivet eo : va zy a zo un ty a oræson. Hac ober a ree bemdez instructionou ebars en Templ.

Sant Lucas, Ch. 19.
Meditation voar ar respet a dleer da gaout en Ilis.

Respeti a dleomp an Ilis abalamour ma eo ty an Autrou Doue hac un ty a oræson, hac abalamour d’ar graçou hon eus recevet enny.

Consider, va ene, penaus an Ilis