Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
An eizvet Sul

eus ur Barados da c’hounit, hac un Ifern da evita ?

Allas ! ma ne ràn va silvidiguez, n’em eus grêt netra er bet-mâ : impliget am eus heb profit ebet va amser, va yec’het, va buez : collet am eus va ene, collet am eus pep tra.

O va Salver, c’houi penini hoc’h eus un desir quen ardant eus hor silvidiguez, c’houi pehini hoc’h eus souffret bete ar maro, evit hor savetei, na bermetit quet e renten inutil evidon ho souffrançou dre va negligeanç da brofita eus a c’hraç ar Redamption pehini hoc’h eus meritet deomp.

Grit ma considerin bepret va silvidiguez evel an importanta eus va oll afferiou.

Ma c’hreaït er resolution a guemeràn da resista ouz adversourien va silvidiguez, da renonç d’an drouc-speret ha d’e dentationou milliguet, d’ar c’hiq ha d’e inclinationou disordren, d’ar bed ha d’e blijadurezou maleürus.