Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
goude ar Pantecost.

met evit e servicha hac en em savetei. Petra serviche deoc’h beza gouneet ar bed-oll, mar collit hoc’h ene ?

Ha beza hoc’h eus-hu ur guir volonte d’en em savetei, ur volonte ferm, constant ha courajus, pehini a ra trec’hi an oll difficulteou ha resista ouz adversourien ar silvidiguez, ar bed, ar c’hiq hac an drouc-speret ?

Buez ur Christen a so ur bresel continuel, ret eo eta combati bepret. Rouantelez an Eê a so ur recompans, ret eo e gounit : ur gurunen eo, ret eo he meritout.

Na songit quet, pec’her ha pec’heres, ho pezo evit netra ar pez en deus coustet quement a boan hac a zaëlou da un infinite a Sænt goude ur vuez divlam hac innoçant.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ha consideri a ràn-me va silvidiguez evel ma affer principala ha necessera ?

Songeal a ràn-me alies en eternite ? Songeal a ràn-me bemdez am