Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
An navet Sul

a so ty an Autrou-Doue, ur plaç santel dediet ha consacret da Zoue destinet evit celebri an Ofiç divin, evit cana meuleudiou an Autrou-Doue, evit offri ar Sacrifiç adorabl eus an Oferen.

An Iiis a so un ty a oræson destinet evit presanti da Zoue hor pedennou, evit exposi dezàn hon ezomou, evit goulen e sicour hac e assistanç. Eno ispicial eo en em blich an Autrou Doue ous hor chelaou hac o tistribui deomp e c’hraçou.

Gant pebes respet na dleàn-me quet en em zerc’hel en ur plaç quer santel ; Na dleàn-me quet beza occupet hepquen da adori, da veuli, da c’hlorifia Doue, d’e drugarecât eus e oll madelezou ; ha da c’houlen evit an amser da zont an oll graçou necesser evit va silvidiguez.

Consider, va ene, ouzpenze peguement a c’hraçou, peguement a Sacramanchou ac’h eus recevet en llis, peguement a instructionou ac’h eus clevet, ha peguement a c’hraçou