Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
goude ar Pantecost.

particulier en deus accordet Doue did : na dlees-de quet caret, enori, respeti ul lec’h e pehini an Autrou-Doue en em zisquez bemdez quer favorabl en da andret.

Reflexion voarnomp hon-unan.

E pe fæçon en em gomportàn-me en Ilisou ? Ne antreàn-me quet en Ilis gant neubetoc’h a respet evit na antreen e ty un den a enor ?

Na ven-me quet indevot, dibarfet, immodest ?

N’en em arretàn-me quet da sellet en dro din pe da gauseal ?

Ne scandalizàn-me quet an assistantet dre ma immodesti pe dre ma irreverançou ?

Goulennit pardon digant Doue eus an neubet a respet hoc’h eus bet evit e Vajeste adorabl.

Quemerit ar resolution da repari dre ho modesti ha dre ho ferveur ho fautou tremenet hac ar goal exempl ho pe roet.

Na barlantit morse en Ilis heb