Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
Ar Sul ar Bassion.

oc’h a vadelez evidon, anaout a ret va oll necessiteou, penaus eta e oufen-me mancout da lacât enoc’h va oll fizians !



Evit Sul ar Bassion.
Meditation voar Bassion hor Salver.


COnsiderit penaus an Ilis a gommans hirio da represanti ar Misteriou adorabl eus a Bassion ha Maro hor Salver, hac e continu bete an deiz eus e Resurrection evit hon alya d’en em applica en deiou-mâ ispicial da gonsideri ha da anaout an obligationou infinit hon euts d’hon Redemptor Divin.

Unissit eta hoc’h intantion gant hini an Ilis, distroït un nebeut epad an amser santel-mâ ho sonch diouz ar sourciou all ha diouz afferiou ar bed, evit contempli un Doue o souffr hac o vervel evit ho silvidiguez.

An anaoudeguez vad a dleit dezàn, a dle hoc’h angagi da gontempli e souffransou, evit compren an excez