Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
Ar Sul ar Bassion.

eus e vadelez hac eus e garantez en hoc’h andret, hac evit renta dezàn actionou a c’hraç.

Considerit ouspen quemense ar profit a guevomp o contempli ar Bassion. Ne deus netra, eme S. Augustin, profitaploc’h evit hor silvidiguez, eguet songeal alies er pez en deus anduret Map Doue evit hor savetei.

Ar pec’het, eme S. Gregor, ne all quet reing en ur galon pehini a zeu da gontempli Passion ha maro Jesus-Christ.

Ne deus netra quer rust na quer fachus, n’en andurot a galon vad, mar songit ar barfetet a Passion hor Salver, eme Sant Isidor.

Peguer consolant eo evit ur pec’her penitant songeal e Passion Jesus ! O contempli e c’houliou sacr, hac o consideri neuse ez eo en em lequeet er stad ze evit obteni dezàn remission e bec’hejou, e teu da gonceo un esperans ferm eus e bardon.

Peguer consolant eo da ur Christen affliget contempli e Salver adorabl