Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 11

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1822  (p. 46-51)



Evit ar c’huec’hvet Sul goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.


ROuantelez an Eê, eme hor Salver d’e zisquibien, a so hênvel euz ur c’hreunen seneve pehini a hader en ur parc, ar c’hreunen-se a so ar biana eus an oll hadou ; mæs pa vez cresquet, e teu da veza brassoc’h evit an oll lousaou all, hac e teu da veza ur voênn en hevelep fæçon ma tisquen laboucet an Eê da reposi var he brancou. Rouantelez an Eê, c’hoas eme hor Salver, a so ive hênvel ous un tamic goell lequeet e touez ar bleud pe an toas, pehini a ra d’an toas oll c’huea ha goï. Evelhen eo e explique Jesus-Christ e zoctrin celestiel dre comparaesonou familier.

Sant Vaze, Ch. 13.
Meditation var ar fidelite en traou bian ha dister.

1 P. Hor silvidiguez a zepand alies eus hor fidelite da Zoue en un dra vian.

2 P. Hor reprobation a gommans peurvuya dre hon infidelite en traou bian.

1 P. Considerit penaus hor silvidiguez eternel a zepand alies eus hor fidelite da heulia un inspiration vad deut deomp eus an Eê, pe da brofita eus un avis mad roet deomp, pe da ober reflexion var ul lectur vad hon be clevet. Ur songeson vad, pe en em arreter da ober reflexion enni a zeu da brodui effejou bras en ene.

Hor silvidiguez a zepand eus hor fidelite d’en em viret ous ar fautou dister. An hini en deus aon rac ar pec’hejou bian, ne gouezo quet e pec’hejou bras.

Nep a so fidel, eme hor Salver, en treou bian, a vezo fidel en treou bras.

Ne gavomp nemeur an occasion da ober treou bras ha dreist-ordinal evit Doue. En em sanctifia a dleomp eta dré an treou commun hac ordinal a reomp bemdez. Greomp mad hon labour ordinal, greomp-èn gant un intantion santel ; suportomp a galon vad ar poaniou eus hon etat ; souffromp gant patiantet an injur-ze, an disprijans-ze, ar goms rust-ze ; e quemense e consist hor santelez.

An distera action a vertu a verit ur recompans en Eê. Doue a gonsider muy ar garante gant pehini e labouromp, evit ne gonsider hon action. Doue n’en deus ezom a netra digueneomp : ne c’houlen nemet hor c’halon hac hon obeissans.

Hor vertu hac hor perfection ne gonsist quet oc’h ober treou bras, mæs oc’h ober ar pez a c’houlen Doue digueneomp. An treou biana ha disterra ne dint muy bian na dister pa vent grêt evit Doue. Hor fidelite en treou bian a so ur merq eus hor c’harante evit Doue. Ar spont rag an Ifern hon ampeich da gommeti pec’hejou marvel, mæs carante Doue a inspir deomp horreur ous ar re veniel. Un dra vras ha parfet eo, eme S. Augustin, beza fidel da Zoue en treou dister.

2 P. Un dra vian a den da vras. Dre ur pec’het bian e commans an disurzou brassa ; eus ur sulen dân e teu un tân-goall, eus ur c’hreunen seneve e saf ur voénn ; un tamic goell a ra d’an toas oll trenca. Clasquit ar sourcen eus ho tisurzou, hac e c’heffot en infideliteou dister hoc’h eus en em bermetet, pe en neglijans hoc’h eus bet er c’hommansamant da resista ous ho coall inclination. Nep a so infidel en treou bian, eme Jesus-Christ, a vezo infidel en treou bras.

Na gonsiderit quet evel nebeut a dra ar fautou bian, ar pec’hejou veniel ; ar pec’het veniel a so un drouc bras hac en deus effejou maleürus ; car displijout a ra da Zoue, hon priva a ra eus a gals a c’hraçou, diminui a ra carante Doue en ene, hac e disposi a ra d’ar pec’het marvel ; ur pec’het veniel a elle beza ar pen-caus eus hor reprobation.

Considerit ouspen-ze penaus an distera pec’het a renq beza punisset pe er bed-mâ pe er bed-all. Ar santela den eus an douar, mar deu da vervel gant ur pec’het veniel hepquen, a souffro poaniou estrainch er pugator evit expia ar faut-ze. Comprenit dre guemense petra eo ar pec’het veniel, ha gant pebes sourci e tleit e evita.

Examinet ha ne deoc’h-hu quet sujet da gommeti pec’hejou veniel, var digare ne dint quet pec’hejou bras. Goulennit pardon digant Doue eus a guement hini hoc’h eus grêt. Quemerit ar resolution da zivoall na reot muy nicun, da viana gant ho couïesyguez, gant ur volonte franc. Goulennit ive pardon eus ar re hoc’h eus grêt, hac a rit marteze alies bemdez heb sonch ha dre ignorans.

O va ene, laca evez ouz ar pec’hejou bian, ma ne fell quet did coueza er re vras. Na gonsider morse evel nebeut a dra ar pez a zisplich da Zoue hac a ell beza ar penn-caus eus da zaonation.

O va Doue, n’em boa biscoas comprenet e vije ar pec’het veniel un drouc quer bras. Inspirit din an oll horror a dleàn da gaout anezàn, ha grit dre ho cras ma vezin fidel deoc’h en traou bian, evit ma vezin fidel er re vras.