Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 43

Eus Wikimammenn
◄   Evit ar 5 sul goude ar Pantecost Evit ar 6 sul goude ar Pantecost Evit ar 7 sul goude ar Pantecost   ►


Evit ar c’huec’hvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus o velet ur bobl bras pehini en heulie en désert evit clevet e bredicationou, a lavaras d’e Zisquibien : truez am eus ouz ar bobl paour-mâ ; tri dez so e teuont d’am heul, ha n’o deus netra da zibri, mar o c’hassàn d’ar guer hep beza debret un tam bennac, o c’halon a vanco dezo en hent, car darn anezo a so deut a bell. E Zisquibien a respontas : penaus e ouffet cavout en desert-mâ avoalc’h a vara evit quement a dud ? Goulen a eure outo : pet bara hoc’h eus-hu ? Seiz, emezo. Neuse e ordrenas d’ar bobl asea voar an douar, hac o veza quemeret ar seiz bara hac un neubed a besquet bian pere a voe cavet ive, e roas e venediction varnezo, hac o distribuas dre e Zisquibien d’an oll dud se, a bere a oa voardro pevar mil. Dibri a rezont, contantet ha rassasiet e voent oll, ha destumet e voe seiz panerad bara eus ar restou.

Sant Marc, Ch. 8.
Meditation voar an Alusen.

1 P. An obligation a brocur deomp an alusen.

2 P. Ar mad a brocur deomp an alusen.

Adoromp hor Salver pehini ne d’eo quet en em gontantet da ziscleria dre e gomsou e meur a rancontr an obligation hon eus da soulagi ar re baour ha d’o sicour en o necessiteou, mæs pehini a ro deomp c’hoas an exempl a guemense en Aviel-mâ.

Considerit eta penaus an alusen ne d’eo quet hepquen ur c’husul eus an Aviel, mæs ur gourc’hemen quer rigourus, ma vezo avoalc’h beza manquet d’e accomplissa evit beza reprouvet : hac evit ma er c’hredot parfet, chelaouit ar rebech terribl a raï ar Barner souveren d’ar bec’herien, hac ar setanç diveza a brononço en o enep : En em retirit diouzin, tud milliguet, iit d’an tàn eternel, ha perac Salver ? Abalamour ma em eus bet naoun, ha n’hoc’h eus quet roet din da zibri ; clàn oun bet, ha n’hoc’h eus quet ma bisitet ; beza ez oan e noaz, ha n’hoc’h eus quet roet din a zillat.

Mar hoc’h eus recevet digant Doue madou gant abondanç, n’en deus quet o roet deoc’h evit o frodiga e vaniteou hac e dispignou inutil, nac evit ober tenzoriou, mæs evit o ranna gant ar beaurien, hervez an urz eus ar garante pehini en deus etablisset. Ne dleit derc’hel evidoc’h nemet raesonablamant hervez Doue ; ar pez a so ret hervez ho stat hac ho condition ; an nemorant a so tra ar paour.

Mar d’oc’h paour hoc’h-unan, sicourit ar re-all er fæçon ma allot : iit d’o bisita pa vezint clàn, iit d’o c’honsoli, rentit dezo ar servich a zepand ac’hanoc’h, livrit dezo ur goms vad bennac ; ho paourente n’ho tispans quet eus al lesen a garante.

Bezet charitabl (eme ar Patriarch Tobii d’e vap) mar hoc’h eus cals a vadou, roït cals, mar hoc’h eus neubet, roït a galon vad lod eus an neubet hoc’h eus.

2 P. Considerit ar mad a brocur an alusen. Da guenta, contribui a ra cals d’ho purifia eus hor pec’hejou, en ur obteni deomp ar c’hraç eus hor c’honversion ; peguement a Sænt a dle ar c’hraç-ze d’ho alusennou ha da bedennou ar beaurien !

D’an eil, Jesus-Christ a zalc’h evel grêt dezâ e unan, an alusen a roomp dre garante evitàn d’ar paour ; hac hon assur penaus ur banne dour hepquen roet abalamour dezàn, ne chomo quet hep recompans.

D’an drede, an alusen a vezo en heur ar maro ur sujet bras a fizianç er visericord eus a Zoue, evit ar re o devezo he greet. Eürus, eme hor Salver, eürus ar re visericordius, abalamour ma obtenint o-unan misericord.

Ouspenze an alusen a denn mil benediction voar an dut charitabl, voar o zieguez, voar o afferioü, voar o loenet, voar o douar. Guelet a reont o madou o crisqui etre o daouarn : pep tra a brosper ganto.

Ar bara a roas Jesus-Christ d’ar bobl paour, pehini en devoa e heuliet en desert, a gresque hac en em vultiplie e dorn an Ebestel, dre ma en roent dezo.

An alusen pehini a lequeer e dorn ar paour, a so un had pehini a dauler en douar, ha pehini a rapport cant evit unan.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Soulagi a ràn-me ar beaurien ? Ha truez am eus-me outo ?

Rei a ràn un alusen bennac, mæs ha rei a ràn-me hervez va gallout, rei a ràn-me quement ha ma tlefen da rei hervez Doue ?

Ne implijàn-me quet e traou inutil, e braventeou, er c’hoari, en davarn ar pez a soulache meur a baour ?

Pa roàn an alusen, ha rei a ràn-me a galon vad, o consideri Jesus-Christ e personaich ar paour ?

Reglit hoc’h alusennou hervez ho madou. Gouelit petra a dleit da rei bep bloaz, pep sizun, pep deiz, d’an hini digant pehini e esperit pep tra, ha da behini e tleit hac ho madou hac ho puez.

O va Salver ha va Doue, digueneoc’h eo am eus recevet quement mad am eus, ha va oll madou a so muy deoc’h eguet din-me. Ordren a ret din partagi gant ar re baour lod eus ar pez am eus bet digueneoc’h, ha ma assuri a ret e talc’hot evel roet deoc’h hoc’h-unan ar pez am bezo roet dezo : discleriet hoc’h eus penaus rei d’ar paour, eo rei deoc’h-hu, ha penaus revus ar paour, eo ho revus-hu memes. Me ho considero eta bepret er beaurien, o va Salver, evit ma vezin carantezussoc’h aze en o c’henver, ha ma allin esperout ho clevet-hu o prononç em faveur an arret diveza a brononçot e faveur ar re predestinet : Deut, tud beniguet gant va Zad, deut da bossedi ar Rouantelez a so preparet deoc’h ; car beza em eus bet naoun ha c’houi hoc’h eus roet din da zibri ; beza e oan e noaz, ha c’houi hoc’h eus va guisquet ; beza e ouan clàn, ha c’houi hoc’h eus va bisitet ; beza e oan estranjour, ha c’houi hoc’h eus va loget.