Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257
goude ar Pantecost.


Evit ar c’henta Sul varn-uguent goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


ROuantelez an Eê, eme hon Salver, a so hênvel ouz ur Roue pehini en ur ober d’e receourien ha servicherien renta cont dezàn, a gavas unan pehini a dlie dec mil talant ; hac evel n’en devoa quet peadra d’o fêa, e ordrenas ma vize guerzet e oll vadou evit pêa e zle. Ar servicher-ze en em daulas d’e dreit, er pedas da rei amser dezàn, hac a brometas er peesse. E Væstr gant truez outàn a bardonas deza an oll som a dlie. Quer-buan goudeze ar servicher-mâ o veza cavet unan eus e gonsortet pehini a dlie dezàn cant diner, er gourdrouzas oc’h e zerc’hel dre’r gouzoug ; pee din, emezàn, ar pez a dlees. Heman er suplie hac a lavare ; roït din un neubet amser, ha me ho pêo ; mæs n’er chelaouas quet, hac e lacât a eure er prison. Ar Roue o veza clevet que-