Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
Ar c’henta Sul varn-uguent

mense, a reas e c’hervel hac a rebechas dezàn : servicher fall, pardonet am boa deoc’h quement a dleïac’h din, abalamour ma ho poa ma fedet ; na dleïach-hu quet eta ive caout truez ouz ho consort, evel ma em eus-me bet ouzoc’h ? Neuse e ordrenas e brisonia quen na en devize peet e oll dle. Evellen eo, eme hor Salver, e viot tretet gant va Zad Celestiel, ma ne bardonit d’ho Preudeur.

Sant Vaze. Ch. 18.
Meditation. Ret eo suporti hon nessa gant patiantet, douçder ha madelez, evel ma oump suportet gant Doue.

Considerit penaus peb-hini ac’hanomp a so represantet dre ar servicher-ze. Peguement na dleomp-ni quet da Zoue, pehini a so ive represantet dre ar Roue-ze ? Peguement a dleomp-ni d’e vadelez evit an oll graçou hac a oll vad en deus grêt deomp ? Peguement a dleomp-ni d’e justis evit ar pec’hejou hon eus commetet ?