Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
An uguentvet Sul

N’en em glemàn ha ne vurmuràn-me quet em poaniou, n’en em chagrinàn-me quet, n’en em abandonàn-me quet d’an dristidiguez ?

Pa c’hoare un drouc pe ur c’holl bennac guenê, pa stourm un dra bennac ouzin, ne doun-me quet depitus ha colerus e quênver ar re a so en dro din, heb gallout memes rei respont vad ebet da zen ?

O va Doue, grit ma considerin bepret ar poaniou hac ar c’hroasiou a zigassot din, evel ur merq eus ho carante, hac evel ur voyen a silvidiguez evidòn.

Grit din souffr er bed-mâ ar pezh blijo gueneoc’h, er fæson ma plijo gueneoc’h, ha queit a ma plijo gueneoc’h.

Resolvet oùn d’ho c’heulia, o va Jesus ; ha pa hoc’h eus douguet ho croas, e touguin va hini voar ho lerc’h.