Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/259

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
goude ar Pantecost.

D’an eil, songit e poaniou an Ifern pere hoc’h eus meritet dre ho pec’hejou ; neuse e comprenot peguen avantajus eo evidoc’h gallout dre boaniou quer ber racquita poaniou eternel.

D’an drede, considerit ar pez en deus anduret Jesus-Christ evidoc’h : sellit ouz e Groas, hac e vellot penaus ar pez a souffrit ne deo netra e comparæson d’ar pez en deus-èn souffert.

Songit erfin ne arru gueneoc’h affliction ebet nemet dre urz Doue pe dre e bermission, ha penaus n’er permet nemet evit ho mad hac ho profit, ha credit certen penaus ne bermeto quet e veac’h tentet en tu-all d’ho nerz, pe e arrue gueneoc’h affliction ebet a guement na allac’h da suporti gant ar sicour eus e c’hraç.

Grit reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ha souffra ràn-me a galon vad, gant resination da volonte Doue an afflictionou a erru guenê, ar poaniou-speret, an infirmiteou, ar c’hlêvejou, ar baourente, an injuriou ?