Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254
An uguentvet Sul

sion gaër da zisquez da Zoue hor c’harante. Æz eo lavaret da Zoue er c’haromp, en amser ma teu d’hor c’harga a gonsolation ; mæs beza fidel dezàn en amser ma teu d’hon affligea, a so ur merq eus ur vertu barfet.

D’an drede, an afflictionou a ro deomp un assurans moral eus hor silvidiguez, hac ur merq int a bredestination. Eürus ar re affliget, eürus ar re a voêl, eme hor Salver, abalamour ma vezint consolet. Eürus ar re a andur persecution, abalamour Rouantelez Doue a apparchant outo.

3 P. Evit ober un usaich mad eus an afflictionou a erru gueneoc’h hac evit o anduri gant couraich, songit da guenta er recompans hac er gloar a brocurint deoc’h en Eê. Peguer ber ha peguen neubet a dra int-y e comparæson d’ar recompans caër hac eternel a so preparet evidomp !

An esperanç eus an eternite eürus-ze e deus grêt da un infinite a Sænt santout ur joa hac un douçder interieur en o foaniou hac e creiz ar persecutionou a andurent.