Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/185

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
goude ar Pantecost.

tion a guemeràn d’ho consideri bepret e personaich va Superioret, ha da obeissa dezo evel deoc’h hoc’h-unan.



Evit ar pempet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’e Zisquibien ha d’ar bobl : ma ne d’eo gouel ha parfetoc’h hoc’h œuvrou evit re ar Farisianet, ma n’hoc’h eus quet muy a vertu evito, ne antreot quet e Rouantelez an Eê.

Sant Vaze. Ch. 5.
Meditation voar an intention vad a dleomp da gaout en hon actionou.

Considerit penaus ar bris hac ar merit eus hon actionou a zepand eus an intantion gant pehini o greomp. Mar deo mad hon intantion, hon action a so ive mad, nemet cousgoude na ve quet un dra difennet : mar deo fall hon intantion, hon action a so ive fall. An distera action grêt gant un intantion santel hac e stad vad, a so