Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
Ar Sul diveza


Evit a Sul diveza goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


SAlver ar bed goude beza instruet e Zisquibien voar meur a dra, a achuas e instruction dre ar c’homsou-mâ : An Eê hac an douar a dremeno, mæs va c’homsou-me ne dremenint quet.

Sant Vaze. Ch. 24.
Meditation voar ar virionez vras-ma : An Eê hac an douar a dremeno, mæs va c’homsou-me ne dremenint quet.

Doue ne geinch quet, nac e gomsou ne zeinchont quet quen neubet. E gomsou a so guirioneou eternel hac a subsisto bepret.

Considerit eta penaus quement tra a so comprenet en Aviel, quement tra en deus lavaret Jesus-Christ, hac a zeu ar Bredicatoret da ziscleria eus e berz er gador a virionez, a so hac a vezo guir bepret. An Eê hac an