Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
Gouel an Assancion.


Evit Gouel an Assancion, da lavaret eo an deiz ma pignas hor Salver en Eê, hanvet ar Yaou-Basq.


JEsus a assamblas e Zisquibien voar menez Olivet evit o renta test eus e driomf. Recommandi a eure dezo preseg an Aviel d’an oll nationou eus ar bed ; hac evit lacât ar syell diveza da guement tra en devoa disquet dezo, e ra dezo guelet, en ur bignat en Eê, penaus e oar ar guir hent a gondu dy, penaus en deus-en disquet dezo en e Aviel, ha penaus e reignint gantàn en e c’hloar, mar bevont eveldàn voar an douar.

Meditation voar Myster an Assancion, ha voar ar frouez a dleomp da denna anezàn.

Consideromp penaus hor Salver adorabl, goude beza lavaret adieu d’e Vam santel ha d’e Zisquibien voar menez Olivet, ha roet dezo e ziveza benediction, a bignas dirazo en Eê, leun a c’hloar hac a driomf.