Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
Gouel an Assancion.

Considerit an oll Elez o tisquen evit e ziguemeret, e adori, e anaout evit o Roue hac o mæstr souveren. O pebes rejouissanç a voe en Eê, pebes triomf l Ma n’en deus biscoas speret na calon an den comprenet ar pez en deus preparet Doue d’ar re er c’har, piou a ouffe compren ar pez en deus preparet d’e Vap-unic, e pehini en deus lequeet e oll gomplesanç ? Ma ne illit quet eta compren ar gloar a behini e jouis ho Redamteur divin, nac an hueldet eus e Dron, considerit da viana gant admiration ha contemplit hervez ho callout ar gloar pehini a zeu da ravissa an oll Sperejou celestiel.

Pebes joa santel na dle quet produi ar Myster-mâ e calon ur gouir gristen !

2. P. Considerit penaus Jesus-Christ o quitât an douar hac o pignat en Eê, a zesq deomp ez eo an Eè hor gouir bro, ha ne doump voar an douar nemet tremenidi, hac evel er plaç eus hon exil. Dïsqui a ra deomp penaus e tleomp distaga hor c’halon diouz