Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
Gouel an Assancion.

ar bed-mâ, ha lacaat hor speret hac hor sonch en Eê.

Madou, enoriou, plijadurezou ar bed, petra hoc’h eus-hu a guement a ouffe rei deomp ur gontantamant parfet ? Ne d’eo nemet en Eê e allomp cavout hor gouir eürusdet.

Jesus a so pignet en Eê evit prepari ur plaç da hep hini ac’hanomp. Aquisitet en deus deomp ar guir da vont d’an Eê, pleneet en deus deomp an hent, e gontantamant hac e joa eo hor gouelet o querzet ennàn. Pebes couraich na dle quet ar songeson-ze da inspira deomp !

Savomp eta hon daoulagat hac hor c’halonou varzu an Eê, e pelec’h ema Jesus hon tenzor, ha na sellomp ouz an douar nemet evit e zisprijout;

Reflexion voarnomp hon-unan.

Ha consideri a ràn-me an douar evel ar plaç eus va exil ?

Songeal a ràn-me alies en Eê ?

Petra am eus me grêt bete-vremàn evit an Eê ?

Petra am eus-me souch da ober evit