Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
Gouel an Assancion.

meritout un deiz beza recevet en demeuranç eürus hac eternel-ze ;

Doue a offr din an Eê, e revus a rin-me ?

O va Doue, distaguit va c’halon diouz an douar. Grit din en em gonsideri bepret evel un divroet hac ur pelerin er bed-mâ, ha querzet gant couraich varzu va guir bro. Ne c’houlennit diguenê, va Doue, evit meritout an Eê, nemet ar pez a so just, ræsonabl ha facil gant ar sicour eus ho craç ; ne vezo nemet em goall ha dre ma faut mar collàn ar plaç eürus a so destinet evidon. Quen evit na errue un hevelep maleur guenê, grit din ober ar binigen a garot, disposit ac’hanon hervez ma plijo gueneoc’h en draounen-mâ a zaëlou ; roit din ar boan a blijo gueneoc’h. Ne c’houlennàn digueneoc’h na prosperite na joausdet er bed-mâ ; ne zesiràn nemet an heur d’ho quelet ha d’ho meuli da james on ho Pales eternel.