Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
Ar Sul 1 eus ar C’horaïz.


Evit ar Sul quenta eus ar C’horaiz.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus goude beza yunet daou-uguent deiz en desert, en devoe naoun ; hac an tentateur o tostaat ountàn, a lavaras dezàn : mar doc’h Map Doue, chenchit ar mein-mâ e bara. Jesus a respontas : ne d’eo quet er bara hepquen a ra d’an den beva, mæs comsou Doue. An drouc-speret en alyas goudeze d’en em deul eus a c’horre an Templ d’an traoun, oc’h ajouti penaus an Elez en soutenze. Jesus a respontas : scrivet eo, ne dentot quet Doue. Erfin an drouc-speret a zisquezas dezàn Rouantelejou ar bed, en ur brometi o rei dezàn, mar carre e adori. Jesus a lavaras dezâ : en em denn, Satan, car scrivet eo : ne adorot nemert Doue hepquen. Satan en em retiras : hac er memes moment e taustaas an Elez eus hor Salver evit e servicha.