Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
Ar Sul Fasq.


Evit ar Sul Fasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


MAri-Madalen, Mari Mam da Sant Jacques, ha Salome en em rentas voar be Jesus-Christ da sao Heaul. Guelet a rezont eno un Æl dindan furm un den yaouanc gouisquet e guenn, pehini a lavaras dezo : Clasq a rit Jesus a Nazaret, pehini a so bet crucifiet : ressuscitet eo, n’ema quet amâ : iit da lavaret da Bêr ha d’e Zisquibien, penaus e vezo arauzoc’h e Galilee : eno eo er guelot, hervez ma en deus-èn prometét deoc’h.

S. Marc. C. 16.
Meditation voar Resurrection hor Salver.

Considerit gloar Jesus-Christ er moment ma ressuscitas. Ret ve compren ar souffrançou hac an humiliationou en devoa anduret en amser eus e Bassion, evit compren ar gloar eus e driomf. Sortial a reas eus ar be caëroc’h ha brillantoc’h infinimant evit an Heaul.