An Ælez oll a zeuas d’e adori evel o Roue hac o mæstr souveren ; hac an eneou pere en devoa delivret eus al Limbou ne heanent oc’h e veuli hac o renta dezàn actionou a c’hras.
Apparissa a reas d’e Vam biniguet, d’e Ebestel ha da gals a eneou devot. Comprenit, mar deo possibl, ar joa e devoe e Vam eürus ous e velet er stad-ze a c’hloar. Considerit ar joa o devoe e zisquibien pa voelsont o Mæstr adorabl pehini a oa o oll esperans ; comprenit ar gonsolation, an dousder, ar ravissamant a santzont en o c’halon.
Beza hon eus oll ar memes raeson hac ind-y d’en em rejouissa, pa zeo ive Resurrection hor Salver an erres eus hor Resurrection da zont, hac ar font eus hon oll esperansou. En em rejouissomp eta en deiz santel-mâ o contempli Mister ar Resurrection pehini a so ur sujet quer bras a fizians hac a gonsolation evidomp.
Petra so capaploc’h d’hor c’honsoli en hor poaniou hac afflictionou en draouen-mâ a zaëlou, eguet consideri