Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
Ar Sul Fasq.

penaus ar vuez boanius-mâ ha leun a viseriou a vezo cenchet en ur vuez leun a c’hloar, leun a gontantamant hac a eürusdet.

An esperans-ze da ressuscita un deiz a so bet consolation ar Sænt epad ma o deus bevet voar an douar. An esperans-ze e deus grêt dezo disprijout ar vuez-mâ, hac e deus o c’houraget da bratica pep sort vertuziou. Deportomp eveldo ur resurrection glorius, ha labouromp ive d’e meritout dre hon œuvrou mad ha dre ur vuez santel.

Ya, va Salver ha va Doue, me a gred ez oc’h ressuscitet, hac esper am eus penaus, mar perseveràn en ho servich hac en ho carantez, em ressuscitôt ive evit beva eternellamant gueneoc’h.

Redoublit ho tevotion hac ho ferveur en deiz-mâ pehini a so ar brassa hac ar solenna eus ar bloaz. Mar deus un devez ar bloaz hac a dle beza consacret antieramant da Zoue, eo certenamant an deiz santel-mâ pehini a so dre excellanç devez an