Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/5

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ABREGE
EUS AN AVIEL,
Gant Meditationou evit an oll Suliou ha Goueliou mobil eus ar Bloas, evit ober Oræson a galon, hac un Instruction evit disqui æs ha facil he ober.


Evit ar Sul quenta eus an Azvent.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS a lavaras d’e Zisquibien: beza e vezo Signou en Heaul, el Loar hac er Steret ; hac ar Mor a rai un drous quer bras ha quen horribl, ma vezo an dud en un dristidiguez estrainch, peini a raï dezo disec’h a var o zreit. Goudese et vezo guelet Map Doue o tisquen eus an Eé evit barn ar bed-oll. Quemense tout a zigoueo a boent-da-boent. An eê hac an douar a dremeno, mæs va c’hommsou-me