Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
277
Evit ar Veditation.

labour ho pe, an amser evit ho repasiou reglet ? N’oufec’h-hu quet ive ; en ur regla mat hoc’h amser, cavout un hanter heur pe ur c’hard-heur evit rei d’hoc’h ene ar vagadurez spirituel a behini he deus quement a ezom ? Mæs supposet e ve guir n’ho pe quet amser aviziou ; grit neuse ta hoc’h oræson en ur vont d’ho tevez, pe en ur ober memæs ho labour, nemet na glefot quet cals a drous en dro deoc’h. Mar d’houc’h custum da lavaret cals a bedennou vocal, e allot, mar quirit, diminui darn anezo evit caout ar spaç da ober oræson mental, pehini a dra sur a vezo agreaploc’h da Zoue, hac a behini e tennot avantajou brassoc’h evit avanç hac assuri ho silvidiguez.

Mar livirit ne ouzoc’h quet ober oræson, evit e zisqui n’hoc’h eus nemet lenn an nao Chabist quenta eus an eil Quevren eus al Levr Introductïon d’ar Vuez devot, e pelec’h e quefot quement a so necesser evit ober ervad oræson. Hac e cas n’ho pe quet al Levr-ze, et quefot amâ varlerc’h e ber gomsou ur method a oræson, a behini e vezo æzzoc’h deoc’h derc’hel sonch.



METHOD A ORÆSON,
da lavaret eo, ur Reglen, ur voyen æz ha facil evit ober oræson.


DA guenta ; evit commanç hoc’h oræson en em liquit e presanç an Antrou Doue,