Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
293
Meditationou.


MEDITATIONOU
Pere a illit da ober e pep amser eus ar bloaz, ha pere ne ouffac’h quet ober re alies.
Pelec’h e oàn-me cant vloaz so ? Da biou oùn-me dleour eus va buez hac eus a guement mad eus ?


NE doùn quet bet atau er bed ; bremâ cant vloaz so ne oàn quet ennàn. Ne deus nemet uguent vloaz, tregont vloaz, muy pe neubetoc’h, ma edòn voar an douar ?

Pelec’h e oàn-me abars an amser-ze ! Beza e oàn en neant ; ne oàn netra, n’em boa netra, ne voàn capabl a netra. Mar doùn bremâ, un dra bennac, mar em eus madou, mar em eus galloud, nerz, speret, squiant ; quemense oll a so deut a netra, quemense tout a so fontet voar an neant. Doue eo en deus va c’hrouet, ha digantàn eo am eus recevet quement avantaich am eus hep em be o meritet.

2 P. Pebes sujet n’am eus-me quet d’en em humilia ? Ha mar em dispriser, a betra e allàn-me en em glem ? Avoalc’h eo evit discar vanite un den superb hac orgueilius, pa eller lavaret dezàn ez eo deut n’a netra, penaus ne deus quet pell ne oa netra, ha n’en devoa netra. Lavaret a dleàn quement all din va-anan, pa en em santin tentet a vanite : piou oud-ê, petra oud-ê ! Deut oud a netra.