Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
Meditationou.

Ha songet mad am eus-me biscoas e quemense ?

En em gonsideri a rin eta bepret evel ur paour pehini n’en deus netra nemet dre alusen ; hac e livirin gant ur santimant a humilite : petra a so ennon-me a guement n’am eus quet recevet ; ha mar em eus e recevet, perac en em c’hlorifiàn-me ?

3 P. Mæs pebes anaoudeguez-vad na dleàn me quet da gaout ; pebes graçou na dleàn-me quet renta da Zoue ? Pebes carante ne dleàn-me quet caout evit-àn ? N’oùn-me quet obliget da garet an hini en deus roet din quement mad eus, hac en c’honserv din da bep moment ? Ne dleàn-me quet e drugarecât bemdez hac alies bemdez ? Ne dleàn-me quet songeal ne doùn netra hep-dàn, hac en em soumeti dezàn e pep tra. Va Autrou souveren eo, digant pehini e teu din quement avantaich am eus em c’horf hac em ene. Ne dleàn quet eta en em servichout anezo nemet hervez e intantion hac hervez e urz, pe autramant ez oùn un ingrat, un disleal hac ur revoltet. Meritout a ràn e tenfe diguenê an oll madoù en deus roet din ; hac ar vuez memes, pa abusàn anezo, hac o implijàn a enep e volontez.

Allas ! bevet am eus evel ul libertin, bevet am eus em roll, evel pa n’em bige dleet netra da Zoue. Ne doùn quet en em lequeet en poan da ouzout ar pez a zesire-èn diguenê, quen nebeut a ra ne vige quet bet Mæstr varnon.