Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
Ar c’huezecvet Sul


Evit ar c’huezecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus o velet penaus ar re a oa conviet da ur Fest, a choase ar renq huela, a lavaras dezo : pa viot conviet da ur banquet, n’en em liquit quet er c’henta plaç, gant aoun na ve bet pedet unan bennac brassoc’h ha consideraploc’h evidoc’h, ha na zeufe an hini en deus ho pedet o taou da lavaret deoc’h : roït ar plaç-ze d’an den-mâ (ar pez a ve ur vez hac ur gonfusion evidoc’h) ; mæs en em liquit er plaç isela, hac an hini en deus ho pedet a raï deoc’h pignat hueloc’h. Quemense a raï enor deoc’h, ha pep-unan a veulo ho modesti : Car piou bennac en em huela, a vezo iseleet ; ha piou bennac en em isela, a vezo hueleet.

Sant Lucas. Ch. 14.
Meditation voar an Orgouil.

1 P. An horror a dleomp da gaout ouz ar viç-mâ.