Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
goude ar Pantecost.
em yec’het, em nerz ? Peguement a re-all a so bet tromplet evelse ?
N’en em gomportàn-me quet evel pa ne dlefen quet mervel, ha ma tlefen beva bepret er bed-mâ.
Petra ra din-me caret quement ar vuez-mâ ? Ha cavet am eus-me biscoas enni ur gontantamant parfet ? Ne santàn-me quet avoalc’h ez eo leun a boaniou hac a viseriou ? Da bed danger evit va silvidiguez n’oun-me quet exposet ? Seul vuy e vevin, seul vuy a gont em bezo da renta.
P e d e n.
O va Doue, grit din compren muy-oc’h-muy ar ber amser eus ar vuez-mâ, anaout ar fragilite eus a oll vadou an douar, consideri ar bed-mâ evel un exil hepquen hac un traouen a zaëlou, hac huanada bepret varlerc’h ar vuez eürus hac an demeuranç eternel eus an Eê, pehini eo va guir bro.