Abrege eus an Aviel/Chapistr 14

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Evit sul ar Sexagesim Evit sul ar Quinquagesim Evit Merc’her ar Ludu   ►

memor eus e Bassion, quen evit hon angagi da bellaat dious an direglamanchou hac ar folenteou quer commun en amser-mâ, quen evit hon excita d’en em opposi d’an disurzou-ze, ha d’o c’hombati dre hon exempl-vad, dre an exercisou eus ur guir devotion.

Cetu eta hirio daou anseign savet ; unan eus a zibordamant ar bed, hac eguile eus a Bassion Jesus-Christ : dindan pehini anezo e fell deoc’h-hu en em renca ?

Ha c’houi a falfe deoc’h heulia ar bed hac e gustum milliguet ? Na gomprenit-hu quet peguen direson ha peguen impi eo an disurzou-ze ? E guirionez hac evelse eo en em zisposer da dremen ervad ar c’hoaraïs ? Hac en em zisposi a reer d’ar binigen dre an dibauch, d’an temperans dre ar gourmandis, ha d’ar vertu dre ur vuez disordren ha payen ?

Ha songeal a rit-hu penaus demerc’her an Ilis a lavaro deoc’h ar c’homsou-mâ : Ne deoc’h nemet poultr ha ludu, ha distrei a reot e ludu.

Ha c’hui a garre mervel goude beza en em livret oll en deiou hac en nosveziou maleürus-mâ d’an ebat, d’an assambleou, d’ar vezventi, evel ma ra quement a dud libertin, e pere a seblant e ve mouguet ha maro ar sclerigen eus ar feiz hac eus ar ræson ? Ha n’illit-hu quet beza surprenet gant ar maro en amser-mâ evel en un amser-all ? Hac ar c’henta a veac’h-hu a ve maro subitamant da verc’her al ludu goude beza dancet epad an nos diarauc, pe a ve bet transportet d’ar meurs ened eus ar fest var guele ar maro ?

Mar fell deoc’h eta heulia Jesus-Christ, disquezit ez ouc’h dezàn, oc’h en em separi dious direglamanchou ar bed, hac oc’h en em ziscleria disquibl eus e groas.

N’ho pe-hu quet c’hoant da rei da Jesus-Christ ur merq benac eus ho carantez evitàn ? Pebes occasion na guivit-hu quet d’e ober en ur gundui ur vuez gristen ha devot, oc’h ober dezàn amand enorabl, hac o contempli a amser-da-amser e Bassion en deiziou-mâ pere a vezo implijet gant quement a re all d’e offanci.

O peguen agreabl e voac’h-hu dezàn, ha pebes recompans n’ho pe-hu quet digantàn ? N’ho pezet douetans ebet ne vezo quel liberal en hoc’h andret ha ma viot bet fidel dezàn ; hac esperit gant fizians e lavaro deoc’h un deiz ar c’homçou consolant-mâ : c’houi eo a so chomet fidel din em amser ma voàn abandonet gant bugale ar bed : epad ma en em livrent da bep seurt debauchou, c’houi hoc’h eus va enoret ha ma servichet : epad ma voàn outraget gant-o c’houi hoc’h eus roet din mercou eus ho carantez hac eus ho tevotion ; evit recompansi ive ho fidelite, e fell din ho renta participant eus va madou, eus va eürusdet, eus va Rouantelez.

Reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

E pe fæçon hoc’h eus-hu tremenet amser an ened er bloaveziou passeet ?