Pa hoc’h eus ar vadelez da veilla continuelamant voarnòn, grit dre ho cras ma ho considerin ha ma ho carin bepret evel ma Fastor carantezus ; grit na chelaouin nemet ho mouez ; grit din querzet gant joa en hent eus ho Courc’hemennou, douguen va c’hroas voar ho lerc’h, hac hoc’h heulia partout elec’h ma plijo gueneoc’h.
Esus a lavaras d’e Zisquibien soud’en n’am guelot muy, ha da benn un neubet amser goude-ze em guelot adarre ; car mont a ràn da gavout va Zad. E guirione, el lavaret a ràn deoc’h, va Disquibien guæz, c’houi a vezo affliget er bed-mâ, c’houi a voelo hac a hirvoudo, ha tud ar bed en em rejouisso ; c’hui a vezo en dristidiguez, mæs ho tristidiguez a zencho e joausdet. Pa vez ur vreg voar ar poent da c’henel, e deus poan ha tristidiguez ; mæs querquent ha ma