Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
An drede Sul
vel he c’hrouadur ganet, e teu da ancouât he foan gant ar joa e deus. Evelse c’houi a so bremâ en dristidiguez ; mæs va guelet a reot adarre, hac ho calon a vezo leun a joa, ha netra ne allo lemel digueneoc’h ho joausdet.
Sant Yan, Ch. 16.
Meditation voar joausdet ar re vechant ha tristidiguez ar re vad.
1. P. Perac e permet Doue prosperite ar re vechant hac affliction ar re just.
2. P. Joausdet ar re vechant a so væn ha tromplus.
3. P. Affliction ar re just ne vir quet ne santont ur peoc’h bras e gouelet o c’halon.
Na vezet quet souezet evit gouelet ar re vechant o veza e creis ar brosperite hac en abondans eus a bep tra. Doue a bermetet dezo jouissa eus an eürusdet temporel-ze, evit o recompansi eus a certen actionou mad o deveus grét : evel ne vezint quet recompanset er bed-all, e recevont o recompans er bed-mâ.