Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/124

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
Ar eil Sul

2 P. Un dânvad mad a cheleo mouez e Bastor, dont a ra davetàn querquent ha ma er galf, en em blijout a ra en e guichen, hac en heulia a ra e peb lec’h.

Consider, va ene, dre ar mercou-ze ha te a so un danvad mad ha fidel da Jesus-Christ. En em blijout a res-de en e gompaignunez ? Ha joa a c’heus-de o songeal ennàn, oc’h en em antrenteni gantàn en oræson ?

Chelaou a res-de e vouez pa barlant ouzoud interieuramant, ha pa zeu d’as quervel dre ar Bredicatoret ha dre ar re o deus ar garg ac’hanoud ?

Heulia a res-de Jesus-Christ ? Heulia a res-de ar reglennou santel en deus roet did en e Aviel ?

Na heulias-de quet reglennou ha quisou fall ar bed ?

O va Salver, va oll sclerigen ha va oll souten, va oll esperans ha va oll gonsolation, ne doùn en assurans nemet etre ho tivrec’h. Mar pellaàn diouzoc’h, emaoùn en danger da veza devoret, evel un dânvad pelleet diouz e Bastor.