Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
goude Pasq.

hac exposi e vuez evito. Un hevelep Pastor en em acquit ervad eus e zever hac a verit beza meulet.

Mæs considerit penaus Jesus-Christ, pehini eo ar Pastor fidel, ar Pastor mad dre excellans, a ra evidomp muy infinimant evit quemense. Hor c’haret a ra, hac hor c’haret en deus a bep eternite ; pourvei a ra d’hon oll ezomou quen spirituel quen temporel, hor maga a ra gant e Gorf sacr hac e Voad precius ; disquez a ra deomp an hent eon eus an Eê dre e exempl ha dre e zoctrin divin comprenet en Aviel ; querzet a ra arauzomp gant e Groas ; hon difen a ra ouz an drouc-speret, hor c’hlasq a ra pa vezomp faziet voar an hent mad, hor guervel a ra dre e inspirationou hac e Graçou da zistrei davetàn, ha roet en deus e vuez evit miret na vijemp collet.

O Pastor carantezus, peguer bras eo ar sourci a guemerit ac’hanomp ! Piou a ouffe compren ho madelez hac ho carante ? Pebes actionou a c’hras na dleomp-ni quet da renta deoc’h ?