Buhez ar Sent/1894/a-bezh
Skrid a-bezh
évêché | Quimper, le 19 Janvier 1894. |
de
quimper et de léon
- À Monsieur Nicolas, recteur de Plomodiern.
- Mon cher Monsieur Le Recteur,
Répondant à un vœu général, vous avez entrepris de reviser, pour une nouvelle édition, la Vie des Saints composée par M. le chanoine Morvan.
Je ne puis que vous féliciter de consacrer à une œuvre si utile pour la conservation de la foi dans le diocèse de Quimper, la connaissance si appréciée de tous, que vous avez de la langue bretonne.
Je bénis votre travail et lui souhaite succès.
- Quimper le 19 Janvier 1894.
- † Henri, Évêque de Quimper et de Léon. BUEZ AR ZENT
- † Henri, Évêque de Quimper et de Léon.
SKRIVET A NEVEZ E BREZOUNEK
GANT ANN AOTROU MORVAN
CHALONI EUZ A ILIZ KATHEDRAL KEMPER
MOULET EVIT ANN EIL GUECH
DRE URS ANN AOTROU’NN ESKOB A GEMPER
goude eunn evesa great ouz al labour
GANT ANN AOTROU NIKOLAS
persoun plomodiern
propriété réservée
perc’hen al levr :
ANN AOTROU GALL, MARC’HADOUR LEVRIOU
12, Kae ar Steir, e Kemper
—
1894
oude beza choazet Abraham guech all evit beza ar
penn euz he bobl muia karet, Doue a lavaraz d’ezhan
eunn devez : « Me fell d’inn da gemeret evit va mignoun,
hag a roio d’id eul lignez ha ne c’hello den
niveri ann dud a zeui anezhi. Ne c’houlennan diganez
nemed eunn dra, nemed ma vezi bepred fidel
d’inn. Setu ama ar merk euz ar vignounach a vezo etre
te ha me : ann holl baotred a c’hano euz da lignez a
renko beza sirkonsizet a benn eiz dez goude ma vezint
ganet. »
Ar sirkonsizion oa eta guech all ar merk evit anaout pobl Doue dioc’h ann holl boblou all euz ann douar. Ar merk-se a veze great e korf ar baotred, d’ann eizved devez goude ma vezent deuet er bed, hag a lakea ho goad da redet : ann dra-ma a ioa evit diskouez eo ann den koundaonet da gaout poan dre’nn abeg da bec’hed hon tad kenta Adam, hag e tle labourat heb ehana epad he vuez da drec’hi he dechou fall ha da vouga ar goall ioulou euz he galoun.
Hor Zalver Jezuz-Krist o veza Doue he-unan, ne oa ezomm ebed da lakaat var he gorf merk ann dud a ioa euz a bopl Doue. Ouspenn-ze, o veza ma’z oa holl-zantel dre natur, ne c’helle beza ennhan na pec’het, na netra a gement a zoug d’ar pec’hed. E feson ebed eta lezenn ar sirkonsizion ne oa great evithan. Goulskoude e falvezaz d’ezhan beza sirkonsizet evel ar vugale all ; perak kement-se ?
Da genta, evit deski d’eomp senti ato ouz ann Aotrou Doue. Doue, o veza hor c’hrouet, a zo mestr da c’hourc’hemenn d’eomp pe da zifenn ouzomp ar pez a garo, hag hon dever eo senti outhan e peb tra. Pa velomp eta he Vab en em c’hreat den o viret eul lezenn ha n’oa ket great evit-han, pe seurt digarez a c’hellomp-ni da gaout evit mankout d’ar gourc’hemennou a c’houzomp ervad a zo great evidomp ?
Hor Zalver a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet, d’ann eil, evit diskar hon ourgouill ha rei d’eomp eur gentel gaer a humilite. O c’henel e kraou Bethleem, oa en em lakeat e renk ar re baoura hag ar re zistera euz ann dud ; mes enn he zirkonsizion ec’h en em laka izeloc’h c’hoaz ; enn he zirkonsizion ec’h en em laka e renk ar bec’herien ! Ha n’e ket eur vez evidomp-ni guelet eunn Doue, ar zantelez dre natur, oc’h en em lakaat ken izel-ze, d’ann ampoent ne glaskomp nemed en em huelaat ha sevel bepred dreist ar re all ?
D’ann trede, Jezuz a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet evit deski d’eomp kastiza hor c’horf dre ar binijenn, delc’her berr var hor skianchou, ha kas buhan euz hor spered hag euz hor c’haloun kement sonj ha kement karantez ne vent ket hervez Doue.
D’ar pevare erfin, hor Zalver a zo falvezet d’ezhan beza sirkonsizet evit diskouez d’eomp pegement a vall en doa da skuill he c’hoad evidomp. Ne dlie mervel var ar groaz evit hor prena nemed a benn tri bloaz ha tregont goude ; mes re hirr e kave gortoz keit all heb rei da vihana eunn errez euz ar priz a goustche d’ezhan hor ransoun. C’hoant en deuz bet eta da skuill dioc’htu eur berad bennak euz he c’hoad da c’hedal ma her skuillje var ar groaz betek ar berad diveza. C’hoant en deuz bet da rei tro d’eomp da lavaret d’ezhan : « — Jezuz, pa ziskouezit kaout kement-se a garantez evidomp, ha c’houi c’hoaz bugel nevez ganet, petra ne reot-hu ket divezatoc’h pa viot deuet da veza braz ? »
Dre ar sirkonsizion, e vezet lakeat guech all e renk bugale Israel. Dre ar vadiziant, ni a zo bet great kristenien, bugale da Zoue ha d’ann Iliz, breudeur da Jezuz-Krist hag heritourien euz ann Env. N’emaomp var ann douar nemed evel tremenidi. Hor guir bro eo ann Env ; dalc’homp eta bepred hor c’haloun troet varzu eno, ha labouromp stard da c’hounit hon heritach. Diouallomp da goll ann distera tamm euz a amzer ar vuez-ma, ha poaniomp da implija e servich Doue peb deiz, peb heur, peb pennad euz ar bloaz nevez en deuz roet d’eomp adarre enn he drugarez. Evelse, ar bloaz nevez-ma a vezo e guirionez eur blavez mad evidomp holl, evel a reketomp hirio ann eil d’egile ; rak, dre ma’z ai enn dro, e tastumimp eunn tenzor kaer a veritou evit ar baradoz.
(Ar gouel-ma a vez great enn iliz d’ann eil sul goude ar Rouanez)
r c’hiz a ioa ive, etouez ar Iuzevien guech all, da
rei eunn hano d’ar vugale enn devez ma vezent sirkonsizet.
Heuliet e oue ar c’hiz-se evit hor Zalver, ha
roet e oue d’ezhan an hano a Jezuz, hano hag a ioa bet
roet d’ezhan dija gant ann eal araok m’oa bet konsevet.
Ann arc’heal Gabriel en devoa komzet evelhenn ouz ar Verc’hez Vari : « — C’houi a gonsevo hag a lakai er bed eur Mab, hag ar Mab-se a hanvot Jezuz. » Ann eal n’en doa ket lavaret ann dra-ze anezhan he-unan, mes euz a berz Doue ; Doue eo a felle d’ezhan e vije hanvet Jezuz he Vab en em c’hreat den. « Jezuz-Krist, eme ann abostol sant Paol, a ioa Doue dre natur ha par d’he Dad e peb hent ; mes en em lakeat eo henvel oc’h netra o kemeret natur ann den, hag o tont da veva etouez an dud evel unan anezho… Abalamour da ze Doue en deuz he hueleat, ha roet d’ezhan eunn hano hag a zo dreist ann holl hanoiou. »
Ann hano a Jezuz a zinifi Salver, hag a zigas da zonj d’eomp euz ar pez en deuz great hag euz ar pez a ra c’hoaz evit hor zavetei Mab Doue en em c’hreat den. Setu perak eo santela hano, galloudusa hano ha dudiusa hano a zo enn Env ha var ann douar.
Ann hano a Zoue a zigas da zonj d’eomp euz ann Hini en deuz hor c’hrouet. Mes petra dalvezfe d’eomp beza bet krouet, ma ne vijemp ket bet saveteet goude m’oamp kollet holl dre bec’hed hon tad kenta Adam ? Brasoc’h gras eo evidomp beza bet prenet gant goad Jezuz eget beza bet krouet, ha dre eno ive e tleomp kaout c’hoaz muioc’h a respet evit ann hano santel a Jezuz eged evit ann hano santel a Zoue.
N’euz hano ebed, nag enn Env na var ann douar, ker gallouduz hag hano Jezuz. Kement pedenn a vez great enn hano-ma a zo sur da veza selaouet enn Env. Hor Zalver he-unan hel lavar d’eomp enn Aviel : « Kement tra, emezhan, a c’houlennot digant va Zad em hano-me a vezo roet d’ehoc’h. » Sant Per a lavar d’he dro : « N’ez euz var ann douar hano all ebed, nemed hano Jezuz, hag a c’hellfe hor zavetei. » Mes, ann hano-ze avad, netra ne c’hell herzel outhan. Dre hano Jezuz eo o deuz ann Ebestel guech all kaset sklerijenn ar feiz e kement korn a ioa er bed ; dre hano Jezuz eo e lakeant ann drouk-sperejou da dec’het buhan enn ho raok ; dre hano Jezuz eo e pareent ar re glanv, e roent ar vuez d’ar re varo hag e reant a bep seurt burzudou.
Erfin, hano Jezuz eo ar c’haera hag ann dudiusa euz ann holl hanoiou. « Bez’ez eo, eme zant Bernard, evel eunn tamm mel er ginou, evel eur bomm muzik evit ar skouarn, ha lakaat a ra ar galoun da zridal gant ar joa. Ha c’houi zo tenval ho penn hag anken var ho spered ? Sonjit e Jezuz, digasit he hano var ho muzellou, ha raktal et viot laouen adarre, raktal hoc’h anken a ielo kuit. Ha spountet oc’h o velet ho pec’hejou, ha dija prest da goueza enn dizesper ? Galvit Jezuz d’ho sikour, livirit he hano, ha kerkent ar fizianz hag ann esperans a deui enn dro. Rak hano Jezuz a zo er memes amzer sklerijenn, magadurez ha louzou : sklerijenn eo evit ar spered, magadurez evit ar galoun ha louzou evit parea klenvejou ann ene. »
Ar zent holl a zo bet devot da hano Jezuz. Ann abostol sant Paol a veze heb ehana, kouls lavaret, hano Jezuz var he vuzellou pe e beg he bluenn. Sant Ignas, merzer, en doa lakeat hano Jezuz ken doun enn he galoun ma oue kavet skrivet eno e lizerennou aour, pa oue digoret he gorf goude he varo. Greomp evel ar zent-se : leveromp aliez hano Jezuz a galoun hag a c’hinou, mes ato gant respet ha karantez. Galvomp ann hano-ze d’hor sikour pa vezimp tentet, p’or bezo eur boan bennag, pa erruo eunn drouk bennag ganeomp. Mes, dreist peb tra, goulennomp digant Jezuz, hirio hag epad hor buez, ar c’hras da c’hellout lavaret aliez, enn hor c’hlenved diveza, he hano sakr hag adorabl asambles gant hanoiou benniget Mari ha Joseph. Ann tri hano dous-se lavaret neuze gant feiz ha gant devosion, a vezo evidomp eur zoursenn a nerz e kreiz poaniou hon tremenven, hag evel eunn errez euz a euruzded ar baradoz.
Bezit em c’haloun bemnoz ha bemdez!
ant Odilon, ganet enn Aovergn er bloaz 962, a ioa tri bloaz dija, ha ne valee ket c’hoaz : ne c’helle ket poueza var he zivesker. Eun devez, he vagerez hel lakeaz da azeza var bazennou eur chapel, savet enn henor d’ar Verc’hez, epad m’edo o vont da ober eur gefridi bennag enn eun ti a ioa e kichen. Ar paotrik keaz, lezet he-unan, a gavaz hirr he amzer, hag a reaz kement gant he zaouarn ha gant he dreid ma c’hellaz en em dreina betek dor ar chapel. Hogen, ann or a ioa digor, hag ac’hano ar paotrik a velaz dirazhan aoter ar Verc’hez. Neuze e poaniaz adarre da vont a ruzou ha var he grabanou betek ann aoter-ze, hag eur vech erruet eno e krogaz starta ma c’hellaz enn douzier a ioa var ann aoter evit klask sevel enn he zav hag en em zelc’her var he zivesker. Er memes amzer e pede a galoun ar Verc’hez Vari da rei d’ezhan ar c’herzed ; rak he dud a ioa kristenien vad, ha meur a vech dija en doa klevet hano gantho euz a c’halloud hag euz a vadelez Mamm Doue. Ar Verc’hez e devoue erfin truez outhan, ha pa zistroaz he vagerez, houma a oue souezet-maro o velet Odilon o redet da vont d’he c’haout.
Ar Zant en devoue ato, epad ann nemorant euz he vuez, eunn devosion dener evit Mamm Doue. Choazet en doa anezhi, azalek he vugaleach, evit he batrounez hag he alvokadez; en em voestlet oa d’he zervich, ha morse ne veze eurusoc’h eget pa c’helle kaout ann dro da lakaat ar re all d’he zervicha ha d’he henori evel ma rea he-unan.
Odilon en devoa resevet ann donsur zantel enn he genta iaouankiz ; mes ann dra-ze n’oa ket aoualc’h evithan. N’oa ket aoualc’h evithan zoken beza belek : kuitaat ar bed a-grenn eo a felle d’ezhan. Ar zonj-ma a ioa enn he spered pell a ioa pa’z eaz sant Maieul, abad Kluni, da ober eur bale d’ann Aovergn. Sant Maieul,o veza guelet Odilon, hen digasaz ganthan da Gluni,hag a roaz d’ezhan ar zae a vanac’h pe a relijiuz. Odilon ne oue ket pell eno na zervichaz da skouer d’ann holl venac’h all dre he zevosion hag he aked da studia ar skianchou sakr.
Pevar bloaz goude, sant Maieul, o velet e tostea he heur diveza, a lakeaz choaz Odilon evit beza abad enn he blas. Odilon n’en doa ket a c’hoant ; mes ar venac’h all a roaz holl ho moueziou d’ezhan, hag e renkaz senti : ne oa ket c’hoaz neuze daou vloaz ha tregont echu.
O veza abad, e kreskaz he binijennou ; iun a rea aliez, ha bepred e touge eur c’houriz reun ha chadennou houarn enn dro d’he gorf. Mes, mar d’oa rust outhan he-unan, oa ato chentil ha truezuz e kenver ar re all. Lod zoken a gave abeg ennhan abalamour ma’z oa re vad ; mes hen a lavare oa guelloc’h ganthan beza tamallet da veza re jentil eget da veza re rust.
He garantez evit ar beorien a ioa dreist, hag evit ho maga e tenne aliez ann tamm euz he c’hinou; rag rei a rea d’ezho ar pez a dlie da zibri he-unan. N’en doa ket he bar ken nebeut evit he aked da bedi ha da lakaat pedi evit ann eneou keiz a zo dalc’het gant justis Doue e tan ar purkator, ha sant Odilon eo en deuz ar c’henta digaset ar c’hiz da ober hanter-gouel ann Anaoun antronoz gouel ann Holl Zent. A bep amzer, ann Iliz e deuz pedet ha gourc’hemennet pedi evit eneou ar purkator; mes ar c’hiz da gonzakri eunn hanter-devez bep bloaz d’ann devosion-ze n’oa ket anavezet araok ar zant-ma.
Odilon a reaz kalz miraklou epad ar c’houec’h vloaz hag hanter-kant ma oue abad e Kluni, ha brudet oa dre he zantelez, n’e ket hebken e Frans, mes c’hoaz enn Allemagn hag enn Itali. Ar rouaned hag ann impalaered a skrive d’ezhan, pe a deue da c’houlenn kuzul diganthan, hag ar pabed o doa ive eunn istim vraz evithan; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da veza bepred humbl evel eur c’hrouadur.
D’ann oad a bemp bloaz ha pevar-ugent e c’hoanteaz mont da bardouna da Rom, enn esper mervel e harz beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol ; rag pell a ioa n’oa ket iac’h. Mes parea a reaz eno, hag e tistroaz adarre da Gluni. Mervel a eure erfin e Souvigni, enn eur gouent all hag a ioa ive enn he garg, d’ann deiz kenta euz ar bloaz 1049, ar seizved ha pevar-ugent euz he oad. Resevet en doa he zakramanchou diveza ouspenn eiz dez araok, hag enn derc’hent oa bet kommuniet e viatik evit ann eil guech.
Ma ne c’hellit ket kuitaat ar bed evel sant Odilon, nag ober ar
pinijennou en deuz great, deskit gantha da vihana beza devot d’ar Verc’hez, beza dous hag humbl e kenver ann nesa ha mad d’ar paour, ha beza aketuz da bedi ha da lakaat pedi evit Anaoun ar purkator.
r zant-ma a ioa ginidik euz ar Palestin, hag a oue
taolet er prizoun, abalamour m’oa kristen, enn amzer
ma rene ann daou impalaer Maksimin ha Galerius.
Goudeze e oue kaset dirag ar gouarner Severus, hag
hema a c’houlennaz outhan pe hano en doa. « — Balsam
a reer ac’hanon, eme ar Zant, euz a hano va zad ; mes
Per eo va hano badiziant, rak kristen oun. »
Neuze ar gouarner a lavaraz d’ezhan : « — N’hoc’h euz
ket anaoudegez euz al lezenn o deuz douget ann impalaered? »
Per a respountaz raktal : « —Anaout a rann
gourc’hemennou va Doue, guir roue ann Env hag ann
douar. » — « Gouezit eta, eme Zeverus, ez euz eul
lezenn, douget gant ann impalaered, hag a ordren
d’ann holl gristenien kinnig ezans dann doueou, dindan
boan a varo. » — « Gouezit ive, eme Ber, ez euz
eul lezenn all, douget gant roue ann Env hag ann
douar, hag a zifenn ober ann dra-ze, dindan boan da
veza daonet. Ouz pehini euz ann diou lezenn-ze e kav
d’ehoc’h eo guella d’inn-me senti? » — « Me gav d’inn,
eme ar gouarner, e tleit senti ouz lezenn ann
impalaered. » — « Mes, eme ar Zant, ne c’hellann ket
kinnig ezans da zoueou koat ha mean, evel ar re a
adorit. » — « Hon offansi a rit o komz evelse,
eme Zeverus. » — « Ne glaskenn ket hoc’h offansi,
eme Valsam ; n’em euz great nemed lavaret d’ehoc’h
ar pez a zo merket er Skritur Sakr : Idolou ar baianed
ne dint nemed aour hag arc’hant, traou great gant
daouarn ann dud. Ginou ha diouskouarn o deuz,
ha ne gomzont na ne glevont ; bez’o deuz daouarn
ha treid ha ne c’hellont ket ho manea : ra zeui da
veza henvel outho kement hini a laka he fizians
ennho ! »
Enn despet d’ar respount-se, ar gouarner a lavaraz adarre d’ar Zant. — « O pezet truez ouzhoc’h hoc’h-unan, ha kinnigit ezans d’ann doueou. » Mes ne oue ket dare d’ezhan beza selaouet. « — N’e ket, eme Ber, o kinnig ezans d’ann doueou eo e tiskouezinn kaout truez ouzinn va-unan ; er c’hountrol eo. » — « Mad, eme Zeverus, me roio amzer d’ehoc’h da ober ho sonj, evit ma c’hellot savetei ho puez. » — « Ne dal ket ar boan, eme Valsam ; va zonj a zo dija great, ha ne jenchinn ket. »
Var gement-se, ar gouarner a reaz he zevel a-istribill enn ear, hag epad m’edot oc’h he skourjeza, e c’houlennaz outhan : « Ac’hanta, Per, brao eo beza evelse ? Kinnig a reot brema ezans d’ann idolou? » — « Klaskit c’hoaz, eme ar Zant, ivinou houarn da zispenn va c’horf, mes ne gomzit ket d’inn divar benn adori ho trouk-sperejou. »
Severus a ieaz e kounnar o klevet kement all, hag a roaz urs d’he vourrevi goasoc’h-goaz. Neuze Balsam, e leac’h en em glemm hag huanadi, en em lakeaz da gana : « — Penaoz e c’hellinn-me trugarekaat aoualc’h ann Aotrou Doue evit ann holl grasou en deuz great d’inn ? »
Goulskoude, goad ar Merzer a zivere hag a boullade var ann douar. O velet ann dra-ze, ar re a ioa o sellet a griaz : « — Sentit’ta ouz ann impalaered, ma paouezo ar vourrevien ouzoc’h. » Mes ar Zant a respountaz : « — Me n’em euz poan ebed ; bez’ em befe avad ma tilezfenn servich va Doue. »
Ar gouarner a lavaras ive adarre : « — Per Balsam, kinnigit ezans d’ann doueou, pe c’houi o pezo keuz. » « — Ne ginniginn ket a ezans d’ann idolou, eme ar Merzer kalounek, ha n’em bezo ket a geuz, » — « Mad, eme Zeverus, me zo o vont da zougen ar zetans. » — « Mall am euz d’he c’hlevet, eme ar Zant. »
Ar gouarner a goundaonaz Per Balsam da vervel var ar groaz abalamour n’oa ket bet falvezet d’ezhan senti ouz al lezenn douget gant ann impalaered. He verzerenti a erruaz d’ann tri a viz genver euz ar bloaz tri c’hant unnek.
Ar ger merzer a zinifi test, hag a verk d’eomp o deuz ar Verzerien roet testeni dre ho maro d’ar virionez euz ar relijion gristen. A villerou bag a gant millerou e kounter ar gristenien o deuz skuillet ho goad, hag her skuillet gant joa evit difenn ho feiz. Hogen, n’ema ket e natur ann den beza kel laouen-ze e kreiz ar boan ha pa vel ar maro dirazhan. Sklear eo eta eo Doue he-unan a lakea e kaloun ar Verzerien ann nerz ne c’hellent ket da gaout dre natur, ha dre eno ive eo ker sklear all e teu digant Doue ar relijion ma skuillent ho goad evithi, ha n’ez euz nemed ar relijion-ze hag a c’hellfe hor c’has d’ar baradoz goude ar vuez-ma.
njela a ioa ganet e kear Foligno enn Itali, hag a oue
plac’h ar bed enn he iaouankiz. He fenn a ioa leun a
avel, ha ne glaske nemed ober stad euz he c’horf, en em
ficha kaer ha kemeret he ebat hag he flijadur er festou
hag enn dansou e koumpagnunez ann dud iaouank all
euz he oad.
Abarz ar fin e timezaz, hag e devoue kalz bugale. Neuze e plijaz gant Doue rei d’ezhi ar c’hras da anaout n’edo ket var ann hent mad, ha raktal e sonjaz chench buez. Mes he fec’hejou tremenet a rea mez d’ezhi, ha ne grede ket ho anzao piz ouz he c’honfesour. Lavaret e deuz he-unan ez eaz meur a vech da gommunia heb beza ho diskleriet mad aoualc’h. Goulskoude, trec’hi a reaz ar vez-ze gant sikour gras Doue. Ober a eure eur gonfesion jeneral, hag enn dro-ma e tizammaz neat he c’houstians dioc’h kement tra a ioa oc’h he bec’hia.
Evelato ne zante ket c’hoaz evit Doue ar garantez a zantaz divezatoc’h ; mes eur c’heuz braz e devoa d’He veza kement offanset ha ne ehane da glask ann tu da baea d’he justis ar boan dleet d’he fec’hejou. C’hoant e doa dreist peb tra da gerzet bepred var roudou Jezuz-Krist dre hent ar groaz, hag evit kement-se ec’h en em lakeaz da iun, da zioueret ann tammou guella enn he frejou, ha da ober fae var ann dillad brao ha var gement tra a ioa c’houez ar bed ganthan.
Etre daou, e kollaz he mamm, ha prest goude e varvaz ive he fried hag he holl bugale. Ann intanvez geaz a gemeraz neuze sae Trede-Urs sant Fransez evit en em rei holl d’ar bedenn, d’ar binijenn ha d’ann oberiou a drugarez. Eunn devosion vraz e devoa evit ar Bater ; aliez e lavare ar bedenn-ma, hag ato gant eur blijadur nevez. « Biskoaz, emezhi, n’em euz kavet netra guell evit anaout trugarez ha madelez Doue e kenver ann dud eget lavaret ar bedenn-ze, a zo bet great gant Jezuz-Krist he-unan. » Ann orezoun, pe ar bedenn a galoun hag a spered heb lavaret komz ebed a c’hinou, a garie ive kement ma’c’h ankounac’hea ann dibri hag ann eva pa veze o vedita enn he fart he-unan.
A hent all, Anjela ne c’houie ket peur e divije great pinijenn aoualc’h evit pec’hejou he iaouankiz. Sevel a reaz c’hoant ganthi da veza merzerez, ha bez’e devoue e guirionez eur verzerenti hirr da chouzanv euz a berz ann drouk-spered. Doue a lezaz hema d’he zourmanti e peb giz enn he c’horf hag enn he ene, evit ma vije da viken eur skouer a basianted evit ar merc’hed evel ma’z eo ann den santel Job evit ar goazed. He c’horf a deuaz da veza ker klanv, ker sempl ha ker goridik, ma renke chom ato gourvezet heb gellout trei e tu ebed. Mes ar boan a zante enn he ene a ioa goassoc’h c’hoaz; rag tentet e oue enn eur feson skrijuz a enep ar burete hag a enep ann esperans. Chom a eure daou vloaz er stad-se; mes Doue en devoue erfin truez outhi, hag a rekoumpansaz he fidelite enn eur lakaat en he c’haloun eunn tanva euz a joauzded ann Env.
Ar plac’h euruz-ma a ioa ive eunn dudi evithi mont
d’ann hospital da gas traou d’ar re glanv, ha da lavaret
d’ezho eur gomz vad bennag. Aliez zoken e louzaoue he-unan
ho gouliou, hag eunn devez, goude beza louzaouet
eunn den lor, a ioa dija brein he zaouarn, ec’h evaz ann
dour a ioa bet ganthi o voalc’hi an daouarn-ze.
Setu aze penaoz e poanie heb ehana da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. O veza prest da vervel, e lavare dalc’h-mad : « Va Doue, me a laka va ene etre ho taouarn. » Joa ar Baradoz a bare var he zal epad m’edo o reseo he zakramanchou diveza, hag antronoz e tremenaz e peoc’h d’ar pevar a viz genver euz ar bloaz 1588.
Anjela ne grede ket, da genta, diskleria he fec’hejou d’he c’honfesour. Kalz tud zo hag a c’hoarvez ann dra-ze gantho, ha goulskoude, anez kovez mad ar pec’hejou, n’euz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue. Petra vije deuet ar plac’h euruz-ma da veza ma vije bet marvet d’ann ampoent ma’z ea da gommunia heb anzao he fec’hejou gant lealded ? E leac’h beza etouez ar Zent er Baradoz, e vije brema etouez ar re zaonet enn ifern. Mes, gant sikour gras Doue, e c’hellaz erfin trec’hi ar vez e devoa. Ar c’hras-se ne vanko ket d’ehoc’h ken nebeut mar kirit he goulenn gant fizians hag humilite. Pedit ive ar Verc’hez Vari hag hoc’h eal mad da gaout truez ouzhoc’h ; it da ober eur retred pe da govez gant eur belek all, mar oc’h euz re a aoun o tiskleria ho pec’hejou d’ho konfesour ordinal : evelse, ne vezo ket diez d’ehoc’h diskarga ho koustians, ha goudeze, dre ann absolvenn a resevot, e viot lakeat adarre var hent ann Env n’euz fors peger braz pec’her e veac’h bet diagent.
uez ar zant-ma a zo eunn eston klevet hano anezhi ; abalamour da ze n’he lakeomp ket ama evit servichout
d’ehoc’h da skouer, mes evit rei d’ehoc’h da
anaout peger braz eo furnez ha galloud ann Aotrou
Doue.
Simeon a ioa ganet e bourg Sisan er Silisii, hag a dremenaz he amzer genta o tiouall ann denved. Eunn devez ma ne c’helle ket ho c’has er meaz abalamour ma rea erc’h, ez eaz d’ann iliz gant he dad hag he vama. Eno e klevaz ar c’homzou-ma euz ann Aviel : « Euruz ar re a vouel ! Euruz ar re zo pur a galoun ! » Raktal e c’houlennaz ouz eunn den koz penaoz e c’hellje kaout perz enn diou eurusded-ze. « — Ar sura, eme ann den koz, a ve iun ha pedi evel a reer er c’houenchou, ha beza prest da zioueret ha da c’houzanv peb tra evit Doue. »
Ar respount-se a ieaz doun e speret ar Zant, ha setu hen ha mont da eunn iliz all da c’houlenn ouz Doue petra ioa guella d’ezhan da ober. Chom a reaz keit da bedi enn iliz-ze ma’c’h en em roaz da gousket. Hogen, epad he gousk, en devoue ann huvre-ma : sonjal a rea d’ezhan edo o toulla ann douar da zevel eunn ti, ha kaer en doa toulla, e kleve eur vouez o lavaret d’ezhan : « — Toull c’hoaz. » Abarz ar fin evelato ar vouez a lavaraz : « — Aoualc’h ec’h euz toullet ; sav brema da di evel ma kiri. » Simeon ne oa neuze nemet trizek vloaz, ha goulskoude e koumprenaz dioc’htu petra zinifie ar c’homzou-ze. Koumpren a reaz e tlie en em lakaat izela ha distera ma c’hellje dirak ann dud araok erruout enn huela renk etouez ar zent.
Prest goude, ec’h en em dennaz enn eur gouent, a ioa ennhi pevar-ugent manac’h, hag a ioa gouarnet gant eunn den Doue, he hano Heliodor. Ne oue ket pell er gouent-se na oue remerket dreist ar re all dre he spered a binijenn. O velet peger kriz ha pegen didruez oa outhan he-unan, ar superior en devoue aoun na deujo ar venac’h all da goll ho nerz hag ho iec’hed o klask kemeret skouer diouthan, hag a lavaraz d’ezhan mont kuit. Simeon a zentaz var ann heur heb lavaret eur ger : dek vloaz oa bet er gouent-se.
Enn eur zont ac’hano, e tremenaz pemp devez enn eur puns seac’h a gavaz var he hent. Mes he superior a anavezaz a berz Doue n’en doa ket great mad o lavaret d’ezhan mont kuit, hag a ieaz d’he glask. He gaout a eure, ha raktal e reaz he denna euz ar puns var bouez eur gordenn. Simeon a zistroaz d’ar gouent ; mes, a benn bloaz goude, e oue roet kounje d’ezhan da vont da jom el leac’h ma karje.
Evit ober he ermitach, e choazaz da genta eunn ti abandounet a ioa e traon eur menez. Goudeze e pignaz var gern ar menez-ma, hag eno e lakeaz ober eur c’hae mean tro var dro. Erfin, e diabarz ar c’hloz-se, e reaz sevel eur piller, ha var beg ar piller-ma, a ioa plad divar c’horre, e tremenaz ann nemorant euz he vuez heb toenn ebed azioc’h he benn nemed bolz ann Env. Abalamour da ze e oue leshanvet Stilit ; rak ar ger-ma a zinifie Paotr ar Piller.
Ar feson estranch-se da veva a gasaz ar brud euz a Zimeon dre bevar c’horn ar bed. Dont a reat d’he velet, n’e ket hebken euz a gostez ar Zao-Heol, mes c’hoaz euz a vroiou ar C’huz-Heol, euz ann Itali, euz a Frans, euz ar Spagn, hag euz a Vro-Zaoz zoken, Ar Zant n’en doa ket a blas da c’hourvez var he biller ; rak varlaez da hema ez oa eur balustr round, ha ne oa nemed tri zroatad etre ann eil tu hag egile euz ar balustr-se. Simeon a renke eta chom ato enn he za, pe var bennou he zaoulin, pe daoubleget ; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da bedi ha da veuli Doue noz-deiz, n’euz fors pe seurt amzer a rea. Ne zebre tamm ha ne gouske banne, kouls lavaret ; ar gommunion a veze digaset d’ezhan dre eur skeul eur vech er zizun, hag ouz eunn aoter a ioa eharz he biller e veze lavaret ann offerenn evithan.
Ar Zant a veze bepred laouen ouz kement hini a deue d’he gaout, ha setu perak ann holl, braz ha bihan, paour ha pinvidik, tud a iliz ha tud ar bed, prinsed ha prinsezed, o devoa c’hoant da ober anaoudegez ganthan ha da glevet he brezegennou. Prezeg a rea diou vech bemdez divar he biller, ha ne c’houfe den niveri ar baianed a c’hounezaz evelse da feiz Jezuz-Krist, ann heretiked a lakeaz da zistrei d’ar relijion gatholik hag ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Poblou a bez a guitea avechou ho dizursiou pe ho fals kredennou oc’h he velet pe oc’h he glevet hebken. Setu aze penaoz e tennaz Doue he c’hloar euz ar vuez estranch a rene Simeon ; ar vuez-ma a zo evidomp eta eunn testeni sklear hag anat euz a furnez hag euz a c’halloud ann Aotrou Doue.
Goulskoude, superiored ar Zant a falvezaz d’ezho gouzout pe a berz Doue, pe euz he benn he-unan, e veve er feson-ze. Kas a rejont tud da lavaret d’ezhan diskenn divar he biller. Kerkent ha ma klevaz ann urs-ma, Simeon a c’houlennaz eur skeul evit diskouez oa prest da zenti. Neuze e oue anavezet n’edo eno nemed dre volontez Doue, hag e oue lezet e peoc’h.
Ar zant-ma a varvaz var dro ar bloaz 160, en eur zoubla he benn da bedi hervez he gustumm : nao bloaz ha tregont en doa tremenet var he biller. He gorf a oue enterret e kear Antioch gant eur zolanite vraz.
Sant Simeon a ioa prest ato da zenti ouz he zuperiored. Ar zentidigez eo ar guella merk evit anaout ar guir devosion. Kaer en defe eunn den mont aliez da govez, lavaret pedennou hirr, ha zoken iun hag ober pinijennou all, ma ne fell ket d’ann den-ze senti ouz he zuperiored, n’en deuz nemed eunn devosion faoz ha danjeruz evit he zilvidigez.
oude m’oa ganet hor Zalver e Bethleem, tri roue euz
a gostez ar Zao-Heol a deuaz d’he glask da Jerusalem.
Eur steredenn mirakuluz e devoa roet da anaout d’ezho
oa ganet erfin ar Mesias m’edo ar bed holl var c’hed
anezhan, ha raktal o doa sonjet en em lakaat enn hent
evit mont d’he adori. Ar steredenn mirakuluz a gerze enn ho raok, hag ho c’hasaz etrezek ar Judee ha betek
kear Jerusalem. Mes pa errujont eno, ne veljont mui ar
steredenn-ze. Neuze ez ejont dre ruiou kear enn eur
c’houlenn ouz ann holl : « E pe leac’h ema ar roue a zo
nevez ganet d’ar Iuzevien ? Rak guelet on euz he steredenn
e kostez ar Zao-Heol, ha raktal oump deuet
d’he adori. »
O veza klevet menek a gement se, ar roue Herodes a oue nec’het-braz, ha tud Jerusalem ken nec’het hag hen. Herodes a c’halvaz d’he balez prinsed ar velein hag ann doktored euz al lezenn, evit goulenn outho e pe leac’h e tlie genel ar Christ pe ar Mesias. Hi a respountaz dioc’htu : « E kear Bethleem, var douar Juda. Rak, emezho, skrivet eo e levr ar prophet Michee : Ha c’houi, Bethleem, douar Juda, n’e ket c’houi eo ann distera euz a geariou Juda ; rak ac’hanhoc’h-hu e teuio ann hini a dle ren var Israel, va fobl. »
Neuze Herodes a gasaz dre guz kemennadurez d’ann tri roue divroad da vont d’he gaout, ha pa ouent erruet dirazhan, e lavaraz d’ezho : — « It ha klaskit mad ar bugel-se, ha p’o pezo he gavet, deuit d’hel lavaret d’inn evit ma’z inn ive d’he adori. » Var gement-se, ann tri roue euz ar Zao-Heol a gimiadaz dioc’h Herodes, hag a guiteaz Jerusalem.
Hogen, pebez joa evitho pa veljont ar steredenn mirakuluz o kerzet adarre enn ho raok, hag o kendelc’her d’ho hencha ken na jomaz a za azioc’h al leac’h m’edo ar c’hrouadur a glaskent ! Ann tri roue a gavaz eno ar Mabik Jezuz gant ar Verc’hez Vari ha sant Joseph, ha raktal ec’h en em strinkchont d’ann douar evit he adori. Goudeze e tispakchont ann traou abriz a ioa deuet gantho euz ho bro, hag e rojont d’ezhan aour, ezans ha mirr, evit diskouez hen anavezent er memes amzer evit ho Roue, ho Doue hag ho Zalver.
Enn noz varlerc’h, e oue kemennet d’ezho, a berz Doue, arabad oa mont mui da gaout Herodez : kemeret a rejont eta eunn hent all evit distrei d’ar gear.
Setu aze euz a betra e ra ann lliz ar memor dre ar gouel hirio. Ann Iliz e deuz lakeat ato ar gouel-ma e renk ar goueliou brasa euz ar bloaz, abalamour da genver ann deiz-ma e oue galved ar baianed, evit ar vech genta, da sklerijenn ar feiz. Ann tri roue a deuaz da Vethleem da adori ar Mabik Jezuz a ioa euz a eur vro baian, ha paianed ho-unan ken na blijaz gant Doue rei d’ezho da anaout ginivelez hor Zalver. Ho hano a ioa Melkior, Gaspar ha Balthazar : Melkior oa ar c’hosa, Gaspar ar iouanka, ha Balthazar oa ar morian ; rak ar brud zo bet a bep amzer ez oa eur morian enn ho zouez. Ann dra-ze a zo kaoz ma kreder e teuent euz a gostez ann Arabii pe ann Ethiopii, hag ar pez a ro muioc’h a nerz d’ar gredenn-ma eo abalamour n’oa ket a labour ouspenn daouzek pe drizek devez da vont ac’hano da Vethleem gant kanvaled, var bouez ober d’ar re-ma bale. Pa ouent distro d’ar gear, ann tri Roue a oue mall gantho embann epeb leac’h ar pez o doa guelet gant ho daoulagad ho-unan. Kounta a reer oant beo c’hoaz pa’z eaz ann abostol sant Thomas da brezeg ann Aviel er c’hosteziou-ze. Thomas ho badezaz, a roaz d’ezho ar zakramant a gonfirmasion, hag ho c’hemeraz ganthan evithe zikour enn he labouriou abostolik. Ann tri brins euruz-se, galvet da genta, dreist ann holl baianed all, da adori Mab Doue en em c’hreat den, a echuas ho buez dre ar verzerenti. Ho c’horfou santel a oue kaset divezatoc’h da Gonstantinopl, ac’hano da Vilan, hag erfin euz a Vilan da Gologn, el leac’h m’ho mirer c’hoaz hirio gant kalz a respet.
Hor bro-ni, Breiz-Izel, a ioa paian ive araok donedigez hor Zalver.
Gant pebez joa eta ha gant pebez anaoudegez vad ne dleomp-ni ket selebri ar gouel kaer-ma ! Trugarekaomp ann Aotrou Doue evit ar vadelez en deuz bet da lakaat sklerijenn ar feiz da bara var hor bro, ha poaniomp da gerzet bepred dre ann hent a ziskouez d’eomp ar sklerijenn-ze ; evel ma poaniaz guech all ann tri roue euz ar Zao-Heol da
heul ann hent a verke d’ezho ar steredenn mirakuluz.
r zant-ma a ioa ginidik euz ar Sirii. O veza kollet he
dad hag he vamm d’ann oad a zaouzek vloaz, e lezaz
peb studi all a gostez evit implija he holl amzer o
studia ar Skritur Sakr. Kement a blijadur en doa o lenn
komzou Doue ma tize a veac’h kousket enn noz. Ha
c’hoaz, araok ober he bennadik kousket, e chome pell
hag hirr da bedi Doue var bennou he zaoulin, hag epad
ma pede ann daelou a rede puill euz he zaoulagad.
C’hoant mont da velek en devoa, hag abalamour da ze ez eaz da Antioch. Eno e oue beleget, ha neuze n’en devoue mui ken sonj na ken ïoul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ouspenn ar zervich en doa da ober var dro ann iliz, e falvezaz d’ezhan digeri eur skol e kear evit ann dud iaouank. Evelse e teuaz heb dale da veza brudet dre he zeskadurez evel ma’z oa dija dre he vuez devot ha vertuzuz.
Etre daou, ann impalaer Maksimin a zougaz eul lezenn a varo a enep ar gristenien, ha Lusian a ieaz da guzat, var ar meaz ; rak klevet en doa oa urs da gregi ennhan da genta, abalamour d’ar vad a rea ha d’ann istim a ioa evithan. Mes diskuillet e oue gant eur c’hristen hag en doa nac’het he feiz, ha kaset da Nikomedii, el leac’h m’edo ann impalaer.
Enn eur vont di, ar Zant a erruaz gant eur vandenn zoudardet hag o doa ive troet kein d’ar relijion gristen p’oant bet galvet dirak ar varnerien. Raktal e komzaz evelhenn ouz ar zoudarded-se : « — N’oc’h euz ket a vez, emezhan, da veza bet ken digaloun ? Petra ! Merc’hed ha bugaligou vihan a zo bet joa gantho skuilla ho goad evit Jezuz-Krist, ha c’houi, soudarded. oc’h euz krenet dirak ar vourrevien ! Penaoz eta e c’hellot-hu riskla ho puez evit ann impalaer mar oc’h euz kement-se a aoun o vervel evit Roue ann Env hag ann douar ? »
Ar c’homzou-ze a ieaz ken doun e kaloun ar zouderded ma teujont dioc’htu da gaout keuz d’ho fec’hed, ha var daou-ugent a ioa anezho, meur a hini a c’houzanvaz goudeze ar verzerenti hag ar re all a vevaz ato evel guir gristenien.
Pa oue digouezet Lusian e Nikomedii, ann impalaer, a reaz d’ezhan ar promesaou ar re gaera, mar karje adori ann doueou faoz. Mes ar Zant ne reaz van evit klevet Maksimin, hag hema, kounnar ennhan, a roaz urs d’he gas d’ar prizoun en dro ha da ober d’ezhan goasa ma vije gellet.
Lusian a oue, da genta, lakeat da c’hourvez var he gein enn eur plas leun a spern, a dachou lemm hag a dammou podou pe voutaillou torret. Goudeze e oue plantet he zivesker enn eunn tamm koat hag a ioa toullou ennhan, ha pa ouent eat eno betek pennou an daoulin, e oue chachet varnho da vont varlaez evit ho zerri ; neuze e oue plantet adarre he dreid enn eeunn tamm koat all a ioa azioc’h ann hini kenta. He zivreac’h hag he zaouarn a oue staget ive ouz eur plankenn a ioa lakeat d’ezhan a dreuz var he benn, ha lezet e oue er stad-se epad pevarzek devez dioc’htu, heb digas tamm d’ezhan da zibri nemed kig hag a ioa bet kinniget d’ann idolou ; mes ar Zant a vije bet guell ganthan mervel mil guech kentoc’h eget tanva ar c’hig-se. Goulskoude he ziskibien o doa heuliet anezhan betek Nikomedii, hag a ioa rannet ho c’haloun o sonjal ne c’helljent ket selebri gouel ar Rouanez asambles gant ho mestr ; rak kredi a reant e vije maro abarz neuze. Mes Lusian a lavaraz d’ezho: — « Eo, selebri a rinn c’hoaz ganehoc’h gouel ar Rouanez ; antronoz avad e kuitainn ac’hanoc’h evit mont d’ar baradoz. »
Da zeiz ar gouel, he ziskibien a oue nec’het adarre o klask gouzout penaoz e vije lavaret ann offerenn. Ne oa taol ebed da zervichout da aoter ; ouspenn-ze, ho mestr ne c’helle ket sevel enn he zav, hag ar baianed a veze ato oc’h ober goard enn dro d’ar prizoun. Mes ar Zant a lamaz buhan ann nec’hamant-se divar ho spered. « — Va stomok, emezhan, a zervicho da aoter. Lakit varnhi ar bara hag ar guin a renker da gaout evit offerenna, ha goudeze me ho c’hinnigo da Zoue hag ho c’honzakro hervez ar c’hustumm. »
Great e oue evel ma c’hoantea ar Merzer. Ar bara hag ar guin a oue lakeat var he stomok ; eunn avieler a ioa krog er c’halir evit miret outhan da goueza, ha raktal Lusian, he zaoulagad troet varzu ann Env, a lavaraz pedennou ann offerenn evel ann ordinal hag a ginnigaz da Zoue ar sakrifis santel, he ziskibien bodet enn dro d’ezhan. Pa erruaz gant ar gommunion, e kommuniaz he-unan gant sikour ann avieler, ha goudeze he ziskibien a gommuniaz holl ive. Dre chans, pe evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans Doue, ar goardou ne deujont ket var dro ar gristenien epad ann amzer-ze.
Antronoz, unan bennag a deuaz d’ar prizoun, euz a berz ann impalaer, da velet hag ar Zant a ioa beo c’hoaz. O veza he gavet beo, e c’houlennaz outhan a be vro oa. « — Kristenn ounn, » a respountaz ar Merzer. « — Ha pe seurt micher oc’h euz? » « — Kristenn ounn », eme ar Merzer adarre « — Hag ho tud,pe hano o devoa ? » « — Kristen ounn », eme ar Merzer evit ann drede guech, hag enn eur gomz evelse e roaz e peoc’h he ene da Zoue d’ar seiz a viz genver euz ar bloaz 312. Lod a lavar goulskoude e oue dibennet.
Pa oue goulennet outhan euz a be vro oa, pe seurt micher en doa ha pe hano o devoa he dud, sant Lusian ne rea nemed lavaret ; « Kristen ounn. » « — E guirionez, eme zant Iann Krizostom, peseurt bro, pe seurt micher ha pe seurt lignez a c’houfe beza par da re eur
c’hristen ? Bro ar christen eo ar Baradoz, he vicher eo beva gant
Doue hag evit Doue, hag he lignez eo lignez ar Zent, lignez bugale
Doue. Petra c’hell beza kaeroc’h eged ann dra-ze ? »
ant Lusian, eskop, a ioa ganet e Rom, hag a oue gounezet
d’ar feiz ha badezet gant sant Per. Goude maro
ann abostol-ma, ar pab sant Klemant hen digasaz e
Frans asambles gant sant Denis, hag e oue karget da
brezeg ann Aviel e kostez Beauvais. Eskop oa dija d’ann
ampoent, ha daou goumpagnoun a oue roet d’ezhan
evit he zikour, ar belek Maksian hag ann avieler Julian.
E kostez Beauvais ez oa neuze kalz koajou evel a ioa ive e Breiz-Izel. Ann dud divar ar meaz o doa savet koz toullou-tiez e kreiz ar c’hoajou-ze, hag a veve eno, kouls lavaret, evel bleizi. N’o doa tamm anaoudegez ebed euz a Zoue, ha ne c’houient ket piou en devoa ho lakeat er bed nag evit petra edont var ann douar. A vare da vare ec’h en em zastument dindan eur vezenn zero braz-braz hag hirr he skourrou, evit kinnig sakrifisou d’ann doueou faoz a adorent. Neuze e veze danset, kanet, iouc’het, ha great a bep seurt diotachou. Avechou zoken e lazent tud, goazed, merc’hed pe vugale, evit henori ho doueou faoz.
Hed ar steriou, pe var c’horre ar meneziou, ez oa eur gear bennag ama hag ahont. Tud ar c’heariou-ma n’oant ket ker gouez, ha ne vevent ket enn eur fesoun ken dizoare hag ann dud divar ar meaz ; mes, a hent all, ne oant tamm guelloc’h, er c’hountrol eo. Enn amzer-ze, ar Frans a ioa holl dindan galloud ar Romened, hag ar re-ma a lakea buhan ho dizursiou hag ho fals kredennou da ren er broiou o deveze trec’het dre ho armou.
Lusian a brezegaz, da genta, d’ann dud divar ar meaz. Mont a reaz da jom enn ho zouez, kemeret a eure perz enn ho faourentez, enn ho foaniou, enn ho feson da veva, hag evelse e teuaz heb dale da veza mignoun d’ezho. Neuze e labouraz d’ho gounit d’ar feiz gant sikour he zaou goumpagnoun, ha Doue a vennigaz he labour. Eleiz anezho a zilezaz servich ho doueou faoz, hag a resevaz ar vadiziant hag ar zakramant a gonfirmasion.
Goudeze Lusian a ieaz ive da gear Beauvais. Eno ez oa soudarded romen, hag hiniennou euz ar re-ma a ioa kristenien : pebez joa evitho klevet hano euz ar Zant ! Hiviziken eta ne vijent mui var ann douar evel bugale emzivad ; mes bez’ o devije enn ho c’hichen eunn Tad evit pourvei da ezommou ho ene dre gomzou Doue ha dre ar zakramanchou.
E kear Beauvais, Lusian a brezegaz gant kement a frouez ha m’en devoa dija great var ar meaz. Ar pez a roe muia nerz d’he brezegennou, goude gras Doue, oa he vuez kalet ha pinijennuz. Ne zebre nemed bara ha louzeier kriz pe boaz, ha ne eve morse nemed dour. Ar sperejou hag ar c’halounou a veze gounezet dioc’htu oc’h he glevet pe ouz he velet hebken. Abarz nemeur eta, e kear evel var ar meaz, ar relijion gristen a oue heuliet gant eur maread tud, ha gant tud a bep stad hag a bep renk.
Lusian a gendalc’haz, epad pemp bloaz var’nn ugent, da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou e kear Beauvais hag er c’harteriou divar dro. Erfin, gouarner romen ar vro, o veza klevet e kreske bemdez niver ar gristenien ha n’oa ken kaoz nemed ar Zant, a roaz urs da dri archer da vont d’he glask ha d’hen digas dirazhan beo pe varo.
Ann tri archer a gavaz Lusian hag he zaou goumpagnoun var eur menez hag a reat Menez-Mil anezhan, varnhed eul leo dioc’h Beauvais. Evit spounta ar Zant, e lazchont da genta Maksian ha Julian a daoliou sabrenn. Mes Lusian ne reaz van evit kement-se, hag a lavaraz d’ezho : « — Me zo diskib da Jezuz-Krist, ha va brasa joa a ve mervel evithan. » Neuze ann archerien a stagaz d’ezhan he zaouarn adren he gein evit he skourjeza ha goudeze hen dibennchont d’he dro Kerkent e paraz eur sklerijenn dreist-ordinal var ar menez, hag eur vouez euz ann Env a lavaras : « — Deuz, servicher kalounek, p’e guir n’ec’h euz ket bet aoun o skuill da c’hoad evidon-me, deuz da reseo ar gurunenn a zo ouz da c’hortoz. » O velet ar sklerijenn hag o klevet ar vouez-se, ar vourrevien a dec’haz kuit raktal.
Var a gounter, ar Zant a gemeraz he benn etre he zaouarn, hag hen dougaz evelse betek eur c’hart heur bale dioc’h Beauvais. Dre ma’z ea, ar goad a zivere diouz he benn var ann douar hag el leac’h ma tivere e save dioc’h-tu bodennou roz leun a vokedou euz ar re gaera. — Merzerenti sant Lusian a erruaz var dro kant vloaz goude donedigez hor Zalver.
Hon tadou koz-ni guech all a laze ive tud eveldho, a zivoade ive tud ez veo evel ma vez divodet ar chatal pe al loaned, enn henor d’ho doueou faoz. Ann taoliou-mean a zerviche da ginnig ar sakrifisou heuzus-se a zo c’hoaz stank aoualc’h e Breiz-Izel. Eaz int da anaout dre ar c’haniou pe ar roudennou kleuz a zo varnho ; ar c’haniou pe ar roudennou kleuz-ma a ioa great evit rei plas d’ar goad da redet. Pebez anaoudegez vad eta ne dleomp-ni ket da gaout evit ar visionerien zantel o deuz digaset enn hor bro sklerijenn ar feiz ! Koumprenomp dre eno pebez vad a ra c’hoaz enn hon amzer-ni ar veleien galounek a ia d’ar broiou pell da brezeg ann Aviel d’ar boblou paian, ha pebez mirit a zo o kemeret perz enn ho labouriou dre ar pedennou hag ann aluzennou a vez great e Breuriez ar Feiz.
ulian a ioa ginidik a Antioch. He dad hag he vamm,
tud pinvidik hag a lignez huel, mes ive kristenien
vad, a boaniaz d’he zevel e doujans Doue ha da ober
anezhan eur c’hrouadur fur ha devot. Ho foan ne oue
ket kollet. Azalek he genta iaouankiz, Julian n’en devoue
nemed disprij evit plijadureziou ar bed, ha n’oa ket c’hoaz
trivac’h vloaz pa en em voestlaz da Zoue, evit ann nemorant
euz he vuez, dre ar veu a jastete.
Goulskoude, pa oue deuet enn oad, he dad hag he vamm a c’hoanteaz he zimezi ; rak n’o devoa ken mab. nemethan. O klevet hano a gement-se, Julian a oue lakeat nec’het : dioc’h eur c’hostez, ne felle ket d’ezhan beza dizent ouz he dud, ha dioc’h eur c’hostez all, ne felle ket d’ezhan ken nebeut terri ar veu en doa great. Goulenn a reaz eiz dez da ober he zonj, hag epad ann amzer-ze e pede noz-deiz ann Aotrou Doue da skleraat he spered, ha da rei d’ezhan da anaout ar pez a dlie da ober. He bedenn a oue selaouet, hag abarz fin ann eiz dez hor Zalver a ziskleriaz d’ezhan e c’helle senti ouz he dud heb kaout aoun da vankout d’he veu.
Neuze Julian ne varc’hataz mui, hag a gemeraz da bried eur gristenez iaouank ha vertuzuz, he hano Basilis, a ioa bet choazet d’ezhan gant he dad hag he vamm. Ann eured a oue great gant eur zolanite vraz. Kalz tud a oue pedet da zont d’ar banked ; ar joa a bare var dal ann holl, ha Julian he-unan a ioa laouen evel ann heol.
Pa’z eaz ann dud nevez d’ho c’hambr dioc’h ann noz, kenta tra a rejont a oue en em strinka d’ann daoulin da lavaret ho Fater. Hogen, er gambr ez oa eur c’houez vad dreist-ordinal, e doare pa vije bet leun a roz hag a bep seurt bokedou, ha goulskoude ann dra-ma a ioa er goanv. Basilis a ioa souezet-maro, ha pa oue echu he fedennou ganthi, e c’houlennaz : « — Petra zinifi ar c’houez vad a zo ama ? » « — Chouez ar jastete eo, eme Julian ; Doue a ro ar c’houez-se da zantout d’ar re a vir ho c’horf pur ha chast dre garantez evithan. » O klevet ar respount-ma, Basilis a reaz ive dioc’htu veu a virjinite.
Neuze ann daou bried en em daolaz adarre d’an daoulin. Kerkent e teuaz er gambr eur sklerijenn gaer meurbed, hag e kreiz ar sklerijenn-ze e oue guelet eur vandenn ganerien hag eur vandenn ganerezed euz a Baradoz. E penn ar vandenn ganerien edo hor Zalver Jezuz-Krist, hag ar Verc’hez Vari a ioa e penn ar vandenn ganerezed. Hogen, ar vandenn ganerien a gane evelhenn : « Gounezet oc’h euz ar viktor, Julian gounezed « oc’h euz ar viktor ! » Hag ar vandenn ganerezed a gane d’he zro : Bennoz d’ehoc’h, Basilis, abalamour m’oc’h euz heuliet kuzuliou santel ho pried ! Enn eur ober fae var blijadureziou ar bed, oc’h deuet da veza din euz a c’hloar ann Env. »
Goudeze, daou zen guisket e guenn, ha kurunennou gantho enn ho daouarn, a dosteaz oc’h Julian ha Basilis, hag a lavaraz d’ezho : « — Savit enn ho sav; gounezet oc’h euz ar viktor hag ho plas a zo enn hon touez-ni. » Erfin eunn den all, hag hen koz, a lavaraz da Julian lenn ar c’homzou-ma, a ioa skrivet e lizerennou aour enn eul levr a zalc’he enn he zorn : « Julian, o veza disprijet ar bed dre garantez evit Jezuz-Krist, a vezo lakeat he hano etouez ar re a zo disklabez dioc’h plijadureziou ar c’hig, hag hano Basilis a vezo merket var levr ar guerc’hezed, el leach m’ema hano Mari er penn kenta. » Ann diou vandenn eneou euruz, sent ha sentezed, a respountaz asambles : « Evelse bezet great! » hag a zistroaz raktal d’ar baradoz.
Heb dale e varvaz tad ha mamm Julian hag ive tad ha mamm Basilis, enn eur lezel madou braz gant ho bugale. Mes ar re-ma a verzaz ann holl vadou-ze, hag a roaz ar priz anezho d’ar beorien. Goudeze ez ejont da jom peb hini d’he di ; rak bete neuze oant chomet asambles petra bennag ma vevent evel breur ha c’hoar.
Ho ziez a deuaz da veza henvel ouz diou gouent Basilis a gemeraz ganthi eunn toullad merc’hed evit deski d’ezho ar feson da en em zantelaat muioc’h mui, ha Julian a gemeraz ganthan ive eunn toullad paotred iaouank evit ho hencha da vont d’ar baradoz. Ar baotred iaouank-ma hag hen a dremene ho holl amzer o kaout soursi euz ann dud paour hag euz ar re glanv, hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Basilis a varvaz e peoc’h a benn eunn nebeut bloaveziou goude ; mes Julian a ioa galvet gant Doue da reseo ar gurunenn a verzerenti.
Eur bersekusion nevez o veza dirollet a enep ar gristenien, Julian a oue kaset gant ar re genta dirak ar barner. Raktal e tiskleriaz, krak ha berr, ne adorje biken ann doueou faoz, nag hen, na nikun euz ar baotred iaouank a ioa o veva ganthan. O klevet eur seurt respount, ar barner a ieaz enn egar, hag a reaz lakaat ann tan e ti ar Zant. Ar baotred iaouank a ioa eno a varvaz e kreiz ar flammou. Julian a oue skourjezet goudeze enn eur feson didruez, ha koundaonet erfin da veza dibennet. He verzerenti a erruaz er bloaz tri c’hant trizek.
Ann holl n’int ket galvet da viret ar virjinite er stad a briedelez evel o deuz great sant Julian ha santez Basilis ; mes ann holl a dle poania d’en em zantifia hervez ar stad m’en em gavont ennhan. Mar d’oc’h dimezet, bevit er stad-se evel guir vugale da Zoue, n’o deuz ken ioul nemed da ober e peb tra bolontez ho Zad a zo enn Env ; ha mar d’oc’h tud iaouank, taolit evez da zelc’her bepred ho kaloun hag ho korf pur dirak Doue : ar burete a laka ann den var ann douar da veza henvel ouz ann elez er Baradoz.
r zant-ma a ioa ganet e bourg Arthel enn Niverne, hag
a oue savet gant eunn eontr belek a reat ann Ermit
anezhan abalamour d’he vuez santel ha pinijennuz. Enn
eur skol ker mad, Guillou a deuaz buhan da veza eur
c’hrouadur hag eunn den iaouank euz ar re fura hag ar
re zevota. O veza bet beleget he-unan, e oue great chalouni
a gathedral Soason ha goudeze a gathedral Paris.
Mes kuitaat a eure ar c’hargou ze evit en em denna enn
eur gouent euz a Urs sant Bernard, hag eno e servichaz
heb dale da skouer d’ann holl venac’h all dre he zentidigez,
he aked d’ar bedenn hag he spered a binijenn.
Ken tenereat e veze he galoun pa lavare, pe pa gleve
ann offerenn, ma tirede ann daelou euz he zaoulagad
evel ann dour euz a ziou feunteun.
Ar brud euz he vertuziou a reaz he joaz evit abad pe zuperior euz a gouent Chalis, hag er garg-ma e c’hounezaz kalounou ann holl dre he zousder hag he humilite. En em lakaat a rea ken izel hag ann distera euz ar venac’h, ha petra bennag ma kastize he gorf dre ar rusta pinijennou, e veze ato laouen hag ar mouzc’hoarz var he vuzellou. Pemzek vloaz a ioa abaoue m’oa abad er gouent-se, ha sonj mad en doa da achui eno he vuez pa deuaz ar maro da arc’heskop Bourj.
Tud a iliz ar gear-ma a ioa nec’het o klask gouzout piou da henvel enn he blas. Tri a ioa hag a blije d’ezho, mes ne c’houient pehini da joaz euz ann tri-ze. Goulenn a rejont kuzul digant eskop Paris, a ioa breur d’ann arc’heskop maro. Eskop Paris a lavaraz skriva dezhan, var dri damm paper disparti, hanoiou ann tri a blije muia (unan euz ar re-ma oa ann abad santel Guillou), ha goudeze plega ann tammou paper-ze evel ma vez pleget eul lizer ha lakaat ar ziell varnho. Setu ar pez a oue great. Eskop Paris, o veza resevet ann tri damm paper klozet ha siellet, a dremenaz ann noz o pedi Doue, hag antronoz-vintin e lakeaz anezho var ann aoter epad m’edo oc’h offerenna. Pa oue echu he offerenn ganthan ez eaz da velet petra ioa varnho, ha var ar c’henta a zigoraz e kavaz hano Guillou. D’ann ampoent-se zoken, chalonied ann iliz kathedral a ioa en em glevet ive da rei holl ho moueziou d’ar Zant.
Tud a iliz ha pobl Bourj o devoue eur joa vraz pa glevchont petra ioa c’hoarvezet ; ne oue nemed Guillou hag a deuaz tenval he benn pa erruaz ar c’helou-ze betek ennhan. C’hoant en devoue da lavaret nann, mes he zuperiored a reaz d’ezhan asanti da gemeret ar garg m’oa galvet d’ezhi gant Doue.
Eur vech arc’heskop, e kendalc’haz da zougen he zae a vanac’h gant eur c’houriz reun dindan, ha morse ne zebre kig he-unan petra bennag ma veze servichet d’ar re a leine oc’h he daol. Aketuz oa da ober tro he eskopti ha da gelenn ar bobl var guirioneziou ar relijion ; mes ann dra-ze ne rea ket d’ezhan diverra ann amzer a roe d’ar bedenn. He di a veze ato digor d’ar beorien ha da gement hini en devoa eur boan bennag a gorf pe a spered. He blijadur oa rei da zibri d’ar re o doa naoun, loja ann dud a iea da bardouna da eur plas santel bennag, guiska ar re a ioa enn noaz ha mont da velet ar re glanv. Leun oa ive a vadelez hag a drugarez e kenver ar bec’herien : pedi ha iun a rea evitho. A hent all, o talc’he mad da zifenn guiriou ann Iliz, ha var ar poent-se en devoue meur a gontrolies. Bez’en devoue zoken eunn dra bennag da c’houzanv euz a berz ar roue Philip-Aogust ; mes ar roue-ma a anavezaz erfin edo ar virionez ganthan hag a deuaz da veza eur mignoun braz d’ezhan.
Er bloaz 1209, ar Zant a c’hoanteaz ober c’hoaz eur brezegenn da c’houel ar Rouanez, petra bennag m’oa dija klanv. Da fin he brezegenn, e lavaraz kenavo d’ar bobl, hag abenn pevar devez goude e varvaz e peoc’h, d’ann dek a viz genver ; resevet en doa he zakramanchou diveza gant eur feiz hag eunn devosion hag a rea da gement hini a ioa var al leac’h beza tenereat betek goeled he galoun.
Ar zant-ma a ioa bet savet gant eur belek santel hag a ioa eontr d’ezhan. Ar vugale ne ankounac’haont morse ar c’henteliou hag ar skoueriou a vez bet roet d’ezho enn ho bugaleach. Ma n’o deuz bet neuze nemed kenteliou ha skoueriou mad, ec’h heuilint ato ar skoueriou hag ar c’henteliou-ze epad ann nemorant euz ho buez, pe, ma n’ho heuliont ket ato, e c’heller lavaret da vihana e tistroint d’ho heul abred pe zivezad. Er c’hountrol, m’a n’o deuz bet en ho bugaleach nemed kenteliou ha skoueriou fall, e vezo diez-braz goudeze ho lakaat da zistrei var ann hent mad. « Ann den iaouank, eme ar Spered-Santel, a gendalc’ho da heul ann hent m’en deuz kerzet dreizhan da genta, hag enn he gozni zoken ne guitaio ket ann hent-se. »
r zant-ma, ganet e Kappados var dro ar bloaz 432, a
oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. O
veza bet karget eur pennad da lenn ar Skritur Sakr enn
iliz, ar pez a lenne a ieaz ken doun enn he galoun ma
c’hoanteaz kuitaat ar bed evit heul kuzuliou santel ann
Aviel. Mes, da genta, e sonjaz mont da bardouna da Jerusalem, hag enn eur dremen dre ar Sirii e reaz eur vizit da zant Simeon Stilit. Ar zant-ma her zaludaz dre he
hano kerkent ha m’her guelaz, hag a reaz d’ezhan pignat
var he biller. Eno e vriataz anezhan gant karantez,
hag e roaz d’ezhan da anaout oa galvet gant Doue da
hencha eur maread tud da vont d’ar Baradoz.
Goude beza bet e Jerusalem, Theodoz en em dennaz enn eur garrek kleuz a ioa var eur menez distro, el leac’h ma lavaret oa bet ann tri roue euz ar Zao-Heol o loja enn eur zont euz a Vethleem. Er garrek-se e tremene he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Ne zebre morse tamm bara ebed ; frouez ha louzeier glaz, setu aze he holl vevans, hag ar c’hustumm-ze a viraz betek enn he gozni.
O veza klevet e pe leac’h oa en em dennet, kalz tud a c’hoanteaz mont da veva enn he goumpagnunez. Mes ne resevaz nemed c’houec’h pe zeiz, hag ar gentel genta a roaz d’ezho a oue sonjal aliez er maro. Kredi a rea ne oa netra guelloc’h eged ar zonj euz ar maro evit rei d’ann den nerz da drec’hi he dechou fall ha tiz d’en em zantifia.
Eur mirakl braz, c’hoarvezet e tro ar mareou-ze, a gasaz betek ar broiou pella ar brud euz a Dheodoz, hag heb dale e oue a bep seurt tud, tud a lignez huel, tud pinvidik ha tud desket, o tiredet a bep tu d’he gaout. Ar Zant a zavaz eur gouent evitho, hag er gouent-ma e oue kement a venac’h abarz ar fin ma’z oa evel eur gear ; mes eur gear zantel el leac’h ma rene ar peoc’h hag ar garantez, hag eur gear zioul el leac’h ne glevet ken trouz nemed trouz ar bedenn hag al labour. Theodoz a lakea he venac’h da labourat var a bep seurt micheriou ; rak gouzout a rea pegen danjeruz eo ar feneantiz. Enn eur labourat avad n’o doa ket a gounje da gaozeal. Evelse, petra bennag m’oant ouspenn mil er gouent, e vije lavaret avechou ne oa den ebed.
Er meaz euz ar gouent ez oa c’hoaz lojamanchou all evit ar beorien, ann dud klanv, ann dremenidi hag ar re a iea da bardouna da eur plas santel bennag. Rak Theodoz a roe digemer d’ann holl : ouspenn oc’h kant taol en deuz bet servichet da zibri avechou, enn eun devez hebken, d’ann dud dianveaz. Enn despet d’ann tregas en doa, he galoun a veze ato e peoc’h egiz pa ne vije bet den var he dro, hag eunn dudi oa guelet ann urs a zalc’he etouez kement all a dud.
Enn he gozni, ar zant-ma a zifennaz ar feiz katholik, a-unan gant sant Sabas, a enep ann impalaer Anastaz. Ann impalaer-ma her c’houndaonaz da veza kaset er meaz euz ar vro ; mes prest goude e oue lazet he-unan gant ar gurun, ha Theodoz a c’hellaz distrei d’he gouent, el leac’h ma vevaz c’hoaz unnek vloaz. Mervel a eure d’ann oad a c’houec’h vloaz ha kant, goude eur c’hlenved hirr hag a roaz tro d’ezhan da greski muioc’h-mui he virit dirak Doue, ha da greski ive dre eno ar rekoumpans a ioa ouz he c’hortoz er Baradoz.
Eunn dudi oa guelet ann urs a ioa e kouent sant Theodoz. Eno he amzer a ioa merket da bep tra hag he labour da bep hini. Ra vezo ive, tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, peb tra great enn he boent enn ho ti, ar bedenn, al labour, ar prejou, ar chousked. Ra vezo, dreist holl, peb tra great hag evit Doue hag hervez Doue ; evelse, ho ti a vezo ive e guirionez eunn ti a urs, eunn ti santel, eunn ti karet ha benniget gant Doue.
eneat a ioa ginidik a Vro-Zaoz. O veza ma’z oa a lignez
huel, ar roue her galvaz d’he balez evit lakaat anezhan
e renk he offiserien. Mes Doue a gomzaz outhan e
goeled he galoun, hag a reaz d’ezhan kuitaat ar bed.
D’ann oad a bemp bloaz var’nn ugent, e sonjaz mont da
Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol
hag ar plasou santel a ioa bet ruziet gant goad ken aliez a
verzer. Enn distro euz ar veach-se, e tremenaz pemp bloaz
o studia ar Skritur Sakr, ha goudeze ez eaz adarre da Rom.
Enn eur zont ac’hano ar vech-ma, e kemeraz ar zae a
vanac’h e kouent Lerinz e Provans. Chom a eure daou vloaz er gouent-ma, ha da fin ann daou vloaz-se e skoaz
da Rom evit ann drede guech, enn esper tremen eno
ann nemorant euz he vuez. Mes ar pab Vitalian a roaz
urs d’ezhan da zistrei da Vro-Zaoz evit sikour kelenn
tud ar vro-ze var guirioneziou ar feiz.
Pa erruaz e Bro-Zaoz, Beneat a oue karget da c’houarn eur gouent e Kantorberi ; mes a benn daou vloaz goude e lezaz ar garg-ma gant eunn all: mad ar relijion hag ann Iliz a c’houlenne m’az aje c’hoaz da Rom. Pa oue distro euz he veach, e savaz diou gouent nevez, unan enn henor da zant Per hag eunn all enn henor da zant Paol. Ann diou gouent-se a ioa enn eur gichen, ha Beneat a oue superior ann eil hag eben. Ne espernaz netra evit lakaat ar venac’h a ioa ennho da ren eur vuez santel, ha da viret a boent da boent ar reolennou a veze heuliet e kouenchou Rom hag ann Itali hag e kouenchou Frans. Oc’h he ziou gouent e stagaz ive eur skolach, hag er skolach-ma e rea skol he unan da gement hini a garie dont da zelaou he genteliou. Betek c’houec’h kant manac’h a oue er skol ganthan asambles.
Goulskoude, ar pez a glaske Beneat dreist peb tra oa kaout ilizou hag offisou kaer enn he vro ; rak sonjal a rea en devije neuze ar bobl muioc’h a blijadur o vont d’ann ilizou ha d’ann offisou-ze. D’ann ampoent ne oa e Bro-Zaoz iliz na chapel mean ebed, kouls lavaret ; ne oa ket ken nebeut a ver var ar prenecher ; ann taolennou sakr a ioa rouez-braz, ha ne oa nemed eunn niver bihan-bihan euz a skridou ann Tadou santel.
Beneat a bourveaz d’ann oll ezommou-ze. Gelver a
eure mansounerien, gueraerien ha penturerien euz ann
tu all d’ar mor, evit sevel ilizou mean, ober guer a liou
evit ar prenecher, ha penturi ann aoteriou hag ar mogeriou.
Lakaat a reaz ive digas d’ezhan eur maread levriou
hag eur maread taolennou euz ar broiou all, hag ann
taolennou-ma a lakeaz a vel d’ann holl evit ma c’hellje
ar bobl deski dreizho ar pez a zesk ar re all el levriou.
Bez’ en devoue erfin kalz relegou digant ar pabed evit
maga devosion he genvroiz e kenver ar zent a zo henoret
gant ann Iliz.
Mes ar pez a reaz ar muia plijadur d’he galoun a oue ar vadelez en devoue ar pab sant Agathon da gas d’ezhan mestr ar c’han hag ar seremoniou e Rom, evit ho deski da gristenien Bro-Zaoz. Setu aze pegement a boan a gemere ann abad santel evit ma vije kempenn ha dereat ti ann Aotrou Doue, hag evit ma vije great ann offisou enn eur feson hag a zougche ar bobl da garet muioc’h-mui ar relijion.
Var fin he vuez, Beneat a oue seizet-holl he gorf, hag a renkaz chom d’ar guele epad tri bloaz. Mes ar c’hlenved-se ne vire ket outhan da veza bepred laouen ha joaiuz. He spered a veze ato o sonjal e Doue, ha mervel a eure erfin e peoc’h d’ann daouzek a viz genver euz ar bloaz 690, prest goude beza resevet he zakramanchou diveza.
Sant Beneat a glaske dreist peb tra kaout enn he vro ilizou hag offisou kaer. Da bep parrez eo pourvei he iliz euz a gement a zo red evit he delc’her kempenn ha kaout offisou deread. Eur vez e ve evit ar barrisioniz ma ve ti ann Aotrou Doue divalaoc’h eged ho ziez ho-unan hag ann ornamanchou sakr disteroc’h eged ann dillad a zougont. Bezit eta mad da rei profou d’ann iliz : rei d’ann iliz a zo rei da Zoue, hag ar pez a roer da Zoue ne vez morse kollet.
r zantez-ma a ioa ganet e Binasko, tost da gear Milan
enn Itali, er bloaz 1445. He zad hag he mamm a ioa
labourerien douar. Ne oant ket pinvidik ; mes tud honest
oant avad ha tud a relijion. Veronik a zeskaz gantho
anaout ha karet Doue azalek he c’henta bugaleach. He
brasa plijadur oa klevet hano euz a visteriou ar feiz,
hag evit he rekoumpansi Doue a roaz d’ezhi grasou
dioc’h ann dibab evit he lakaat e stad da vedita var ar
misteriou-ze.
O veza n’oa ket krenv ar stal gant he zud, e oue kaset abred d’ar park da labourat. O c’houennat eo e veze peurliesa asambles gant merc’hed all. Mes he-unan e karie beza, ha ne rea van ebed evit klevet ar re all o c’hoarzin pe o kana. Pa c’helle en em denna eunn tammik a gostez, e tirolle da lenva. Evelato ne golle ket he amzer, pell dioc’h eno, ha bepred e veze humbl ha sentuz e kenver he zad hag he mamm. Ann holl a ziskrede oa eur zonj kuzet bennag var he spered.
Evit guir, Veronik e devoa c’hoant da vont d’ar gouent. Mes superiorez leanezed sant Aogustin euz a Vilan e doa lavaret d’ezhi e renke da genta deski lenn. Hogen, enn deiz n’e devoa ket amzer da studia ; rak eul labour all bennag e deveze ato da ober. Red e oue eta d’ezhi kemeret var he c’housk ha chom da veilla enn noz.
O veza ne ehane da bedi ar Verc’hez d’he zikour, Mari en em ziskouezaz d’ezhi abarz ar fin, hag a gomzaz outhi evelhenn : « — Va merc’h, ne d’it ket da derri ho penn o klask deski ho lizerennou. Aoualc’h eo d’ehoc’h anaout teir lizerenn hebken, unan venn, unan zu hag unan ruz. Ann hini venn a verk ar burete a galoun, ann hini zu ar basianted evit gouzanv defaotou ann nesa, hag ann hini ruz ann aked da vedita bemdez var eul lodenn bennag euz a basion va mab Jezuz. »
Goulskoude, d’ann oad a naontek vloaz, Veronik a oue kemeret er gouent etouez ar seurezed konvers, hag a benn tri bloaz goude e reaz he veuiou. Divar neuze e varvaz holl d’ar bed ha d’ezhi he-unan. O veza m’oa paour ar gouent el leac’h ma edo, e veze kaset gant ar zuperiorez da glask bara a zor da zor dre gear Milan. Avechou zoken e renke mont er meaz euz a gear, ha da vare ann eost ez ea kalz pelloc’h c’hoaz. Enn eur vont hag enn eur zont evelse, e sonje dalc’h-mad e pasion hor Zalver hag enn he fec’hejou he-unan, hagar sonj-se a lakea anezhi da skuill eur mor a zaelou.
Ar boan benn hag ar boan stomok zoken ne virent ket outhi da labourat ha da ober he devosionou hervez he c’hustumm. Pa remerke ne veze ket var he zu, he zuperiorez a lavare d’ezhi labourat nebeutoc’h evit espern he iec’hed. Mes Veronik a respounte raktal : « — Me zo krenv aoualc’h ; pec’hed em befe o chom heb ober ar pez a zo em galloud ; red e d’inn labourat keit ha ma vezinn enn oad. »
Evelato ne felle d’ezhi ober morse netra heb asant he zuperiorezed. C’hoant e devoa bet da zevel mintinoc’h eged ar re all evit kaout muioc’h a amzer da bedi. Mes n’e devoue ket a gounje, ha dioc’htu e sentaz. Ober a rea laouen ha var ann heur kement tra a veze gourc’hemennet d’ezhi. Epad meur a vloaz e oue karget da rei boued d’ar ier ha da deuler evez anezho; al labour-ze a garie kalz abalamour ma roe tro d’ezhi da veza he-unan gant Doue.
Mar d’oa braz humilite ar zantez-ma, he spered a binijenn a ioa ker braz all. Eunn eston eo sonjal pegen nebeut e tebre. Aliez e iune divar bara ha dour, hag avechou zoken ne zebre tamm hed ann deiz, dreist holl pa veze bet o kommunia. He guele a ioa eur guele reun gant eul linser var c’horre. He c’haloun a ioa ken tomm e kenver Doue ma ne gave ket d’ezhi e devije great morse aoualc’h evithan.
Setu aze ar vuez a renaz Veronik epad tregont vloaz e kouent leanezed sant Aogustin e Milan. Epad ann amzer-ze, e devoue digant Doue grasou dreist-ordinal, evel ar c’hras da velet ar Mabik Jezuz var ann aoter dindan furm eur bugel, ar c’hras da velet aliez ar Verc’hez Vari hag ann elez, ha meur a c’hras all ker burzuduz hag ar re-ze pe vurzudusoc’h c’hoaz.
Skoet e oue erfin gant eur c’hlenved hag a zalc’haz anezhi c’houec’h miz var he guele ha mervel a eure leun a veritou er bloaz 1497, d’ann oad a zaou vloaz hag hanter-kant. Goude he maro, Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Santez Veronik e deuz karet ato ar bedenn hag al labour, kouls er
gear evel er gouent ; ato eo bet humbl, sentuz, devot, leun a garantez
evit Doue hag evit he nesa. Setu perak e deuz bet digant Doue kement a c’hrasou epad he buez, hag e deuz brema eur renk huel er Baradoz. Grit eveldhi hervez ho stad hag ho kalloud, hag o pezo ive eur gurunenn gaer ebarz enn Env.
iler a ioa ginidik euz ar Poatou. Lod a lavar ec’h heuliaz
da genta relijion ar baianed, hag oa dija braz
pa oue gounezet d’ar feiz ; lod all a lavar, er c’hountrol,
e oue savet er relijion gristen. Ar pez zo sur eo oa dija
brudet dre ar zantelez euz he vuez pa oue lakeat da
eskop e Poatie var dro ar bloaz 353.
D’ar mare-ze, ez oa diouanet enn Iliz eunn herezi nevez, hag unan euz ar re voasa. Ar re a heulie ar fals kredenn-ze a reat Arianed anezho, euz a hano Arius, ho mestr. Var ho meno, Jezuz-Krist, evel Mab da Zoue, n’en doa ket ar memes natur gant he Dad, ha dre eno ive ne oa ket guir Doue eveldhan. Dija o devoa touellet eur maread tud fidel e kostez ar Zao-Heol, ha brema e klaskent ive touella re ar C’huz-Heol. Ann impalaer Konstans a ioa a du gantho, hag a felle d’ezhan lakaat ann herezi nevez da ren e peb leac’h e plas ar relijion gatholik.
Mes Doue ne abandounaz ket he Iliz, hag a roaz d’ezhi soudarded kalounek evit difenn ar guir feiz dre ho c’homzou ha gant ho fluenn. Ann daou gabiten braz etouez ar zoudarded-se a oue sant Athanaz evit broiou ar Zao-Heol, ha sant Hiler evit broiou ar C’huz-Heol.
Araok zoken beza hanvet da eskop, Hiler n’oa ket evit gouzanv ann heretiked, ha ne felle d’ezhan kaout darempred ebed gantho. Eur vech deuet da veza eskop, he genta soursi a oue da gelenn he bobl var guirioneziou ar relijion. Goudeze ec’h en em glevaz gant ann eskibien all euz a Frans, a ioa chomet eveldhan stard er feiz, evit teuler ann eskummunugenn var ar re a droe gant ann Arianed, da lavaret eo, evit diskleria dirak ann holl e tliet hiviziken kemeret ar re-ze evit tud hag a ioa er meaz euz ann Iliz katholik. Ar zetans-ma, douget enn ho enep, a lakeaz ann heretiked da vont enn egar. Asambli a rejont eur c’honsil e Besie, hag Hiler a oue galvet ive da vont di. Mont a eure evit kaout tro da rei testeni d’ar feiz; mes, pa falvezaz d’ezhan diskouez d’ann Arianed n’edo ket ar virionez gantho, ne oue ket lezet da barlant
Neuze ann heretiked a skrivaz enn he enep d’ann impalaer, hag ann impalaer her c’houndaonaz da veza kaset er meaz euz ar vro. Ar Zant a renkaz eta kuitaat ar Frans evit mont d’ar Phrijii, enn Azii-lzela. Mes ac’hano e kendalc’haz da c’houarn he eskopti, ha da rei aliou mad d’ann eskibien all euz a Frans dre al liziri a skrive d’ezho. Eno ive ec’h echuaz al levr kaer en deuz great divar benn mister ann Dreinded. El levr-ma e tiskouez sklear n’o deuz tri fersoun ann Dreinded nemed eur memes natur, ez int ho zri par ann eil d’egile e peb tra, hag ez eo e guirionez Doue peb unan anezho. Eno erfin e labouraz heb ehana da lakaat ar bec’herien da zistrei ouz Doue hag ann heretiked da zistrei d’ar guir Iliz.
Goulskoude, ann impalaer Konstans en doa roet urs da asambli adarre eur c’honsil e Seleusii. Hiler en em gavaz er c’honsil-ze dre eunn taol euz a Brovidans Doue, hag a zifennaz ar feiz gant he nerz hag he furnez ordinal. Goudeze ez eaz da Gonstantinopl, hag e choulennaz kounje digant ann impalaer da zisput oc’h ann heretiked dirazhan ha dirak kement hini a garje dont da zelaou. Ann impalaer ne gavaz ket direzoun ar goulenn-ze ; mes ann Arianed o devoue aoun na raje eun hevelep disput mez d’ezho dirak ann holl. Klask a rejont eta eunn digarez bennag evit alia ar prins da gas ann eskop santel enn dro d’he eskopti.
Hogen, easoc’h eo koumprenn eget lavaret gant pebez
joa e oue digemeret ha pebez henor a oue great d’ezhan,
pa erruaz adarre enn he vro. « Ar Frans a bez, eme
zant Aogustin, a zavaz da vriata Hiler p’edo o tistrei
d’ar gear goude beza gounezet ar viktor var ann heretiked. »
Enn eur zigouezout e Poatie, e roaz ar vuez da
eur c’hrouadur a ioa nevez maro heb beza bet ar c’hras
da reseo ar vadiziant, hag ar mirakl-se a greskaz c’hoaz
ann istim hag ar respet o devoa ann holl evilhan.
Tremen a eure ann nemorant euz he vuhez o krenvaat ann dud fidel er feiz hag o parea ar gouliou o doa great ann Arianed d’ann Iliz e peb korn euz ar Frans. Erfin, o c’houzout e tostea he heur da vont euz ar bed-ma e c’halvaz d’he gambr eur belek hag a garie evel he vreur. Ar belek-se a roaz d’ezhan he zakramanchou diveza, ha prest goude he ene a nijaz d’ar Baradoz epad m’edo he bobl o vouela d’ezhan var ann douar. He varo euruz a erruaz d’ann trizek a viz genver euz ar bloaz 368 pe 369.
Sant Hiler en deuz skrivet c’hoaz kalz levriou ouspenn ann hini ma’m euz komzet anezhan. Rak, mar d’oa eur zant braz, oa ive eunn den gouiziek ha desket meurbet. Enn he iaouankiz oa bet er skol gant ar vistri habila euz he amzer, ha goudeze en devoa tremenet meur a vloaz dioc’h-tu o studia ar Skritur Sakr. Er bloaz l850, ar Pab Pi Nao a lakeaz anezhan e renk ann doktored.
Sant Hiler, araok zoken ma oue hanvet da eskop, ne felle d’ezhan kaout darempred ebed gant ann heretiket. N’euz netra goasoc’h evit lakaat ann den da goll ar feiz eget koumpagnunez ar re o deuz he c’hollet dija ho-unan, hag a zo troet a enep ar relijion hag ann Iliz. Goulskoude, heb ar feiz n’euz esperans ebed da vont d’ar Baradoz. Pellait eta dioc’h ar seurt tud-se gant ar brasa evez, ha serrit bepred ho tiouskouarn ouz ho c’homzou, ha dor ho ti ouz ho skridou hag ho c’hazetennou milliget.
’ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, sant Anton, abad,
a deuaz enn he spered ne oa nikun all ebed hag en
devije gouezet en em zantifia ha servicha Doue kerkouls
hag hen, o veva pell dioc’h trouz ar bed. Enn noz var-lerc’h
e oue roet d’ezhan da anaout epad he gousk ez oa
eunn all enn he raok, eunn all hag a ioa eat larkoc’h
evithan var hent ar zantelez, ha larkoc’h ive e leac’h ne oa den, ebed o chom. « — Poent e d’ehoc’h hasta affo,
eme ar vouez, mar oc’h euz c’hoant d’he velet. »
Kerkent ha goulou-deiz, sant Anton en em lakeaz enn hent, eur vaz ganthan enn he zorn. Bale a reaz epad daou zevez dioc’htu heb gouzout da be leac’h ez ea. Da fin ann eil devez, e tremenaz ann noz holl o pedi, ha pa darzaz ann trede deiz, e velaz eur menez dirazhan, hag e traon ar menez-se e kavaz eur c’havarn. Ar c’havarn-ma a ioa du ha tenval, mes ar Zant a ieaz ebars evelato enn eur vale goustadik. Abarz ar fin e remerkaz eur sklerijenn a bell, hag hen mont etrezek ar sklerijenn-ze enn eur astenn he vaz. Hogen, he droad a stokaz ouz eur mean bennag, hag a reaz trouz. Sant Paol a glevaz ann trouz-ma, ha raktal e serraz he zor, en doa lezet digor, hag e prennaz anezhi dioc’h ann diabarz : (euz a ermitach sant Paol eo e teue ar sklerijenn en doa remerket sant Anton).
Ar zanl-ma a c’hourvezaz var ann treujou, hag a jomaz eno betek goude kreisteiz enn eur c’houlenn digor heb ehana. Sant Paol a zigoraz erfin, hag ann daou zant en em vriataz gant karantez enn eur drugarekaat Doue, hag enn eur lavaret ho hano ann eil d’egile. Goudeze ec’h azezchont eur pennad da gaozeal.
Sant Paol n’en doa lavaret ger ouz den ebed dek vloaz ha pevar-ugent a ioa. Hen eo a gomzaz da genta evel-henn : « — Setu ama ann hini oc’h euz klasket gant kement a boan; he gorf torret gant ar gozni a zo dija prest da vont e poultr hag e ludu. Mes livirit d’inn, mar plij, penaoz ez a ar bed. Sevel a reer ato tiez nevez er c’heariou? Piou a zo impalaer brema? Ha be’z ez euz ato tud dall aoualc’h evit adori ann drouk-sperejou? »
Goude beza respountet d’ar goulennou-ze, sant Anton a c’houlennaz d’he dro ouz sant Paol perak oa en em dennet el leac’h ma edo, pegeit a ioa abaoue m’oa deuet di, pe oad en doa ha penaoz e veve. Evit ober plijadur da zant Anton, sant Paol en em lakeaz neuze da gounta d’ezhan he vuez.
« Euz ann Thebaid oa ginidik, ha goude beza great he studi, oa chomet emzivad, d’ann oad a bemzek vloaz, gant eur c’hoar dimezet en devoa. Enn amzer-ze, e lakeat ar gristenien d’ar maro dre urs ann impalaer Des. Evit tec’het araok ar bersekusion, sant Paol en em dennaz da genta enn eunn ti var ar meaz; mes eno ne oue ket muioc’h e savete ; rak he vreur-kaer a felle d’ezhan he ziskuill evit kaout he zanvez. Neuze e sonjaz mont da guzat enn eur plas distrooc’h c’hoaz, da c’hortoz ma teuje adarre ar peoc’h. Setu hen eta enn hent. Hogen, var bouez bale ato dirazhan, ec’h erruaz gant ar menez el leac’h m’edo brema, hag o veza eat er c’havarn a ioa e traon ar menez-ze, e kavaz eno eur vezenn balmez, skourrou braz d’ezhi hag eur feunteunn dour sklear. Raktal e kredaz oa bolontez Doue e chomje er plas-se da ober he ermitach. Frouez ar vezenn balmez a zerviche d’ezhan da derri he naoun, he deliou a zerviche d’ezhan d’en em viska, ha gant dour ar feunteun e torre he zec’hed. A hent all e tremene ann deiz hag ann noz holl, kouls lavaret, o pedi Doue a galoun. »
Epad m’edo ann daou zant o kaozeal evelse, eur vran a deuaz da lakaat eharz ho zreid eur bara enn he bez. Kerkent sant Paol a lavaraz da zant Anton : « — Guelit peger mad eo ann Aotrou Doue ! Tri-ugent vloaz zo ma tigas d’inn evelse eunn hanter-bara bemdez ; mes hirio en deuz digaset eur bara enn he bez abalamour d’ehoc’h-hu. » Ann daou zant a rannaz ar bara-ze entrezho, hag a zebraz peb hini he lod; goudeze ec’h evchont dour euz ar feunteun, hag, epad ann noz var-lerc’h e chomjont ho daou var zao da bedi Doue.
Antronoz-vintin, sant Paol a lavaraz da zanf Anton : « — Enn han’ Doue, it da gerc’hat ar vantell oc’h euz bet digant sant Athanaz evit liena va c’horf goude va maro; rak Doue n’en deuz ho tigaset ama nemed evit va enterri. » Sant Anton a zirollaz da vouela o klevet ar c’homzou-ze; goulskoude, mont a reaz dioc’htu da gerc’hat ar vantell en doa bet digant sant Athanaz.
Pa erruaz enn he gouent, daou euz he ziskibien a c’houlennaz outhan : « — E pe leac’h oc’h chomet evelse keit all? » Sant Anton a respountaz : « — Ne d’ounn siouaz ! nemed eur pec’her paour, ha n’oun ket din da zougen ann hano a vanac’h. Guelet em euz Elias, guelet em euz Iann-Vadezour o veva pell dioc’h ar bed, pe, evit lavaret guell, guelet em euz Paol er Baradoz. » Ne lavaraz ket hirroc’h, ha goude beza tapet krog e mantel sant Athanaz, setu hen o skei adarre etrezek ermitach sant Paol, heb kemeret amzer zoken da zibri eunn tamm bara. Mes a veac’h en doa great teir heur vale ma velaz ene ann ermit santel o pignat enn Env, kaer ha skeduz, e koumpagnunez ann elez, ar bropheted hag an ebestel. Neuze ec’h en em strinkaz d’ann douar enn eur lenva hag enn eur lavaret: « — Paol, perak am lezit-hu enn abandoun evelhenn? Ha red oa d’inn-me hoc’h anaout ken divezad evid ho koll ken abred? »
O veza digouezet er c’havarn, sant Anton a gavaz eno korf sant Paol var he zaoulin, he benn hag he zaouara savet varzu ann Env. Lakaat a reaz d’ezhan mantell sant Athanaz, ha goude beza kanet ar pedennou m’eo kustumm ann Iliz da gana, ec’h enterraz anezhan enn eur bez hag a oue toullet gant daou leon. Enn eur zistrei d’he gouent, sant Anton a zigasaz ganthan ar zae en doa great sant Paol gant deliou palmez, hag hiviziken ne vankaz morse da viska ar zae-ze da c’houeliou Pask ha Pantekost.
Sant Paol a varvaz er bloaz 341, pe 342, d’ann oad a drizek vloaz ha kant.
Buez ar zant-ma a zo unan euz ar bueziou burzuduz-se n’int ket da
veza kemeret evit skouer. Ann holl a dle kounta bepred var gras
Doue; mes Doue ne ra ket a vurzudou e kenver ann holl. Arabad eo
eta da zen klask mont da veva evelse euz he benn he-unan ; rak neuze, e leac’h en em zavetei easoc’h a ze, ec’h en em lakafe, er c’hountrol, e
riskl d’en em goll da viken.
ant Marsell a oue choazet evit pab goude merzerenti
sant Marsellin. Ranna a eure kear Rome pemp parrez
var’nn ugent, evit ma vije easoc’h rei ar vadiziant hag
ar zakramanchou all d’ar baianed a veze gounezet d’ar
feiz, hag enterri ar verzerien enn eur feson deread. Skriva
a reaz ive d’ann eskibien divar dro kear Antioch,
enn Azii, evit digas da zonj d’ezho eo Iliz Rom mamm
ha mestrez ann holl Ilizou euz ar bed. El lizer-ze e verke
ne c’heller asambli konsil ebed heb urs pe asant ar Pab.
Evelse e c’houarne santelamant ann Iliz pa falvezaz d’ann impalaer Maksans ober d’ezhan dilezel he garg hag adori ann idolou. Marsell ne reaz van evit klevet ann impalaer. Neuze hema a ieaz enn egar outhan, hag a roaz urs da genta d’he vazata pe d’he skourjeza betek ar goad. Goudeze her c’houndaonaz da vont da jom enn eur c’hraou kezek, evit kemeret soursi euz a loaned a zalc’het eno evit servich kear.
Marsell, deuet da veza mevell marchosi, a dremene he holl amzer kouls lavaret o pedi Doue. Iun a rea ive aliez, hag o veza ne c’helle mui mont da velet ann dud fidel euz a Rom, e skrive liziri d’ezho evitho c’hrenvaat er feiz.
Goulskoude, a benn nao miz, ann dud a iliz a gavaz ann tu d’he denna euz ar c’hraou-ze ha d’he gas da di eunn intanvez santel a ioa he hano Lusina. Houma hen digemeraz gant eur joa vraz, hag her pedaz da gonzakri pe da vennigen eul lodenn euz he zi evit servichout da iliz. Marsell her greaz, hag enn iliz-se ec’h offerenne bemdez hag e prezege d’ar gristenien, a zirede a bep tu da zelaou he gomzou. Mes ar brud euz ann dra-ma a erruaz betek ann impalaer, ha Maksans enn he gounnar a lavaraz kas di ar c’hezek a ioa evit servich kear, ha karga ar Zant d’ho diouall ha d’ho boueta epad ann nemorant euz he vuez.
Eno, etouez ann teil hag ar c’houez fall, Marsell en em istime euruz da c’hellout gouzanv eunn dra bennag evit Jezuz-Krist. Mes, enn dienez a bep tra evel ma edo, enn dienez a voued hag a zillad kerkouls hag a ear vad, ne jomaz ket pell iac’h. O veza eta kouezet klanv, e varvaz d’ar c’houezek a viz genver euz ar bloaz 310, goude beza gouarnet ann Iliz epad pemp bloaz, eur miz ha pemp devez var ’nn ugent. Enterret e oue da genta e guered Prisilla ; mes a-c’houdevez eo bet kaset he relegou da di ann intanvez santel Lusina, a oue great adarre eunn iliz anezhan, hag ann iliz-ma a zo hanvet abaoue iliz sant Marsell.
Ar pab-ma a rannaz kear Rom e pemp parrez var ’nn ugent. Mar teu ann Iiiz da zevel kement a barreziou dre ar bed, ne d’eo nemed evit ma vezo easoc’h d’ann dud fidel mont d’ho iliz parrez da glevet ann offerenn, da zelaou komsou Doue ha da reseo ar zakramanchou. Meur a rezoun oc’h eus da vont d’ann offisou d’hoc’h iliz parrez.
Da genta, enn hoc’h iliz parrez oc’h bet great kristen dre ar zakramant a vadiziant ; eno emaoc’h eta evel pa lavarfenn er gear Ouspen-ze, enn hoc’h iliz parrez e vez lavaret ann offerenn evidhoc’h bep sul ha bep gouel. Beleien ho parrez a zo karget ac’hanhoc’h
dirak Doue ; d’ezho eo ho kelenn ha rei d’ehoc’h ann aliou a zo
dioc’h ho toare : penaoz e c’hellint-hi ober ann dra-ze, ma ne d’it ket
d’ho zelaou ? Erfin, enn hoc’h iliz parrez oc’h euz guir da c’houlenn ar
zakramanchou, ken er iec’hed, ken er c’hlenved, ha di e vezo kaset ho korf goude ho maro. Mar d’emaoc’h re bell dioc’h hoc’h iliz parrez evit gellout mont di bep sul ha bep gouel, it da vihana eur vech enn amzer, ha dreist holl, d’ar zuliou ha d’ar goueliou braz.
r zant-ma a ioa ganet enn Ejipt a
dud a lignez huel ha pinvidik.
E tro ann oad a ugent vloaz, e kollaz
he dad hag he vamm hag ec’h en
em gavaz mestr euz he zanvez. A
benn c’houec’h miz goude, e klevaz
lenn enn iliz ar c’homzou-ma euz
ann Aviel: « Mar fell d’ehoc’h tizout
ar penn huela euz skeul ar zantelez,
guerzit kement tra oc’h euz
ha roit ann arc’hant d’ar beorien :
evelse o pezo eunn tenzor enn
Env. » Ar c’homzou-ze a ieaz doun
enn he galoun, ha pa oue distro d’ar
gear, ec’h ingalaz he zouarou etre he amezeien, hag e
verzaz he arrebeuri evit rei ar priz anezho d’ar beorien.
Neuze ec’h en em dennaz, da genta, enn eunn toull-kambr
ha ne oa ket pell dioc’h he di.
Eno e tremene he holl amzer o pedi hag o labourat. Pedi a rea kalz, mes labourat a rea ive ; rak sonj en doa euz a gentel sant Paol abostol : « Ann nep ne labour ket ne dlefe ket dibri. » Euz ar pez a c’houneze dre he labour avad ne zalc’he ganthan nemed ann nebeudik a renke da gaout evit beva : ann nemorant a roe d’ar paour. C’hoant en doa da gerzet var roudou eunn den koz a ioa o veva he-unan abaoue he iaouankiz. Mont a rea ive da velet ann ermited all a ioa o chom tro var dro, hag enn eur deuler evez ouz ar vertuz a remerket dreist holl e peb hini anezho, e teske gant unan beza, humbl, gant eunn all beza pasiant, gant hema beza chast,gant henhont kaout eur spered a binijenn. Evelse ar guenan a ia a voked da voked da zastum peadra da ober ho mel.
Goulskoude, ann drouk-spered ne lezaz ket Anton e peoc’h : he denti a reaz e mil feson, betek zoken kemeret furm eur plac’h fall evit he zougen d’ar pec’hed. Mes, gant gras Doue, ar Zant a oue treac’h da holl ardou ann aerouant. Hema en em ziskouezaz d’ezhan eunn devez dindan furm eur morian bihan, hag en em daolaz d’he dreid enn eur lavaret: « — Kalz a zo bet touellet ganen ; mes anzao a renkann n’ounn ket evidoud. » — « — Piou oud-te? eme Anton. » — « Me, eme ar morian bihan, eo diaoul ar pec’hed vil. »
Divar neuze ar Zant a greskaz he binijennou evit beza krenvoc’ha enep ann drouk-spered. Ne zebre nemed eur vech bemdez, goude kuz heol, ha ne gemere nemed bara ha dour gant eunn nebeut c’hoalenn ; avechou zoken e chome daou pe dri devez dioc’htu heb dibri tamm. Aliez e tremene ann noz holl o pedi, ha ne gouske nemed var ann douar noaz pe var ar brouann.
Evelse e veve Anton enn he doul-kambr pa lakeaz enn he spered mont da guzat enn eur bez, pe, evit lavaret guell, enn eur volz hag a ioa kement hag eunn ti. Goudeze, evit pellaat muioc’h-mui diouz ar bed, ec’h en em dennaz enn eur c’hastell koz a gavaz var eur menez enn eur vro c’houez, hag eno e chomaz ugent vloaz he-unan. Epad ann amzer-ze, ann drouk-spered a reaz brezel d’ezhan goasoc’h eget biskoaz. Mes ar Zant, leun a fizians e Doue, a c’hounezaz bepred ar viklor var enebour he zilvidigez.
Abarz ar fin e kuiteaz he ermitach dre druez ouz ann dud a zirede a bep tu da c’houlenn deski ganthan ar guir feson d’en em zantifia. Niver ann dud-ma a greskaz kement ma oue red sevel evitho eur maread kouenchou, hag a benn dek vloaz goude ez oa er c’houenchou-ze meur a vil manac’h. Anton a dremene he holl amzer ouz ho c’helenn, hag o verka d’ezho penaoz en em gemeret evit beza treac’h d’ann drouk-spered ha mont bemdez larkoc’h-larka var hent ar zantelez.
O veza klevet e kaset eunn niver braz a gristenien da Aleksandrii evit ho lakaat d’ar maro, Anton a ieaz di evit ho c’hennerzi dre he gomzou, hag ive enn esper beza merzer eveldho. Mes Doue ne roaz ket d’ezhan ar c’hras a rekete, ha pa deuaz ar peoc’h, e tistroaz d’he gouent. Divezatoc’h ez eaz c’hoaz da Aleksandrii evit rei testeni dirak ann holl n’edo ket a du gant ann Arianed : ar re-ma o doa bet c’hoant da rei da gredi edo ar Zant a du gantho. Enn dro-ma e chounezaz eno eur maread paianed da feiz Jezuz-Krist.
Anton en doa resevet digant Doue ann donezoun a viraklou, hag a baree dioc’h a bep seurt klenvejou. Mes ne oa nemed humploc’h a ze. Ar brud euz he zantelez a reaz d’ann impalaer Konstantin skriva d’ezhan evit en m erbedi d’he bedennou. Hogen, hen ne reaz van ebed a gement-se, hag a lavaraz d’he venac’h : « — Arabad e d’ehoc’h beza souezet mar em euz bet lizer digant ann impalaer ; rak ann impalaer ne d-eo nemed eunn den hag a dle mervel evel ar re all. Bezit souezet kentoc’h abalamour m’eo bet plijet gant Doue skriva eul lezenn evit ann dud, ha komz ouzomp dre c’hinou he Vab en em c’hreat den. » Erfin, o veza kouezet klanv d’ann oad a bemp bloaz ha kant, ar Zant a vriataz gant karantez ann daou vanac’h a ioa var he dro, hag a astennaz he zivesker egiz pa vije o vont da ober eur c’housk. Prest goude e varvaz e peoc’h, d’ar 17 a viz genver euz ar bloaz 356, joa ar baradoz o para dija var he dal.
« Ann diaoul, eme ann abostol sant Per, a zo ato enn dro d’eomp evel eul leon o klask taga hon ene. » Mar on euz c’hoant da veza bepred treac’h d’ezhan evel ma oue sant Anton, e renkomp ive, evel ar zant-ma : da genta, difiziout ac’hanomp hon-unan ha lakaat hon holl fizians e Doue ; d’ann eil, beza aketuz d’ar bedenn ; ha d’an trede, tec’het diouz kement tra a zoug d’ar pec’hed ha beilla var hor skianchou gant ar brasa evez evit serra outhan dor hor c’haloun.
or Zalver Jezuz-Krist en doa choazet sant Per evit
ar Mean-diazez pe ar Mean-fount euz he Iliz. Roet en doa d’ezhan Alc’houeziou rouantelez ann Env ; goulennet en doa evithan ar c’hras ne deuje ket he feiz
da vankout; hag hen lakeat en devoa da bastor var he zanvadezed kerkouls ha var he oaned, da lavaret eo, var ann eskibien kerkouls ha var ar veleien hag ann oll dud
fidel. Enn eur ger, Jezuz-Krist en doa choazet sant Per
evit delc’her he blas var ann douar goude ma vije distroet
he-unan varzu he Dad.
Mes da be leac’h e tlie sant Per mont da jom gant eur garg hag eur c’halloud ker braz? Mont a reaz da genta da Antioch, hag ac’hano e c’houarnaz ann Iliz epad seiz vloaz. Antioch oa brudeta kear a ioa neuze e kostez ar Zao-Heol ; mes e kostez ar C’huz-Heol ez oa eunn all hag a ioa brudetoc’h c’hoaz. Ar gear all-ma oa Rom, deuet da veza, dre he armou, mestrez euz ann holl broiou a ioa anavezet enn amzer-ze.
Hogen, di eo e felle da Zoue ez aje sant Per da jom. Rom oa ar Penn hag ar Galoun euz ar bed paian, ha Doue a felle d’ezhan ober anezhi ar Penn hag ar Galoun euz ar bed kristen.
E Rom edo tron ann diaoul, tad ar gaou, ha Doue a felle d’ezhan e vije savet eno tron vikel Jezuz-Krist, doktor ar virionez.
Rom oa kear ann impalaered a rene var ann holl boblou a ioa anavezet enn amzer-ze, ha Doue a felle d’ezhan e teuje da veza kear ar pabed, a dlie ren var ann holl dud fidel betek fin ar bed.
Sant Per eta, goude beza bet seiz vloaz o chom e kear Antioch, a oue poulzet gant Spered Doue da vont da Rom, hag ar gouel hirio a reer e memor euz ann deiz m’ac’h erruaz eno. Evelse e teuaz sant Per, ar pab kenta euz ann Iliz, da veza kenta eskop Rom, hag Iliz Rom da veza Mamm ha Mestrez ann holl Ilizou. Abaoue, ar garg a eskop Rom hag ar garg a bap ne c’hellont ket beza distaget ann eil dioc’h eben.
Ar gouel-ma a zo hanvet gouel Kador sant Per, abalamour sant Per, evel m’eo bet ato ar c’hiz en lliz, a azeze var eur gador evit kelenn ann dud fidel hag ober ar pez a ioa enn he garg evel pab hag eskop Rom. Mes ar c’homzou-ze a zinifi hag a verk d’eomp, ouspenn, ar garg memes hag ar c’halloud a ioa bet roet gant hor Zalver da Brins ann Ebestel. Ar gouel hirio eta a vez great dreist peb tra evit henori ar garg hag ar c’halloud-se. — Miret a reer c’hoaz e Rom ar gador goad a zerviche da dron da zant Per.
Hon Tad santel ar Pab en deuz hirio enn Iliz ar memes renk, ar memes karg hag ar memes galloud en devoa sant Per guech all.
Evelse, da genta, hon Tad santel ar Pab eo ar Mean-fount pe ar Mean-diazez euz ann Iliz, hag ann nep n’e ket stag ouz ar Mean-ze dre liamm ar feiz n’ema mui enn Iliz katholik, ha dre eno ive n’ema mui var hent ar zilvidigez.
Dann eil, hon Tad santel ar Pab, hag hen hebken, a zo ganthan Alc’houeziou rouantelez ann Env. Rak-se, eunn eskop hag a deufe da eunn eskopti heb beza digaset gant ar Pab, pe eur belek hag a iafe da eur barrez heb beza kaset di gant eunn eskop hag en deuz bet he-unan he garg digant ar Pab, eunn eskop hag eur belek evel ar re-ze ne c’hellfent ket digeri doriou ar baradoz d’ar bec’herien dre ann absolvenn pe ar zakramant a binijenn. Perak ? Abalamour n’o defe ket ann alc’houez.
N’euz nemed ar Pab hag a c’hellfe rei ann alc’houez-se d’ann eskibien, ha dre ann eskibien d’ar veleien,
D’ann trede, hon Tad santel ar Pab ne c’hell ket fazia evel Pab, da lavaret eo, pa gomz evel Doktor ann holl gristenien, evel ann hini a zalc’h plas Jezuz-Krist var ann douar, hag a zo karget ganthan da verka dann holl dud fidel ar pez a renker da gredi ha da ober evit beza salvet.
D’ar pevare, hon Tad santel ar Pab eo Pastor ann holl bastored all, da lavaret eo, en deuz galloud var ann eskibien all kerkouls ha var ar veleien hag ann holl dud fidel. Karget eo da ren ann holl enn Iliz katholik, da hencha ann holl da vont d’ar baradoz, hag abalamour da ze ann holl a dle senti outhan ha beza ato leun a respet hag a garantez evithan.
Evidomp-ni, kristenien Breiz-Izel, en em zalc’homp bepred stag mad oc’h Kador sant Per, da lavaret eo, oc’h Iliz Rom. Ac’hano, evel euz a c’hinou Jezuz-Krist guech all, e teu ar c’homzou a ro ar vuez a bado da viken. Ra vezo gellet ato lavaret ac’hanomp ar pez a lavare tud iaouank euz hor bro, a ioa e Rom er bloaz 1846 pa oue lakeat ar pab Pi Nao var he dron :
Gant hon tadou koz ar Vretouned
Hor c’haloun ouz mean Per oue staget.
Ha guelloc’h staget n’euz ket er bed.
anut a ioa mab da Zuenon, roue ann Danemark. Enn
amzer ma oa c’hoaz bugel, ann holl a remerkaz he
feiz, he zevosion hag he furnez, hag ar vertuziou-ze ne
rejont nemed kreski gant ann oad ha dre ann deskadurez
kristen a oue roet d’ezhan.
O veza bet lakeat da roue er bloaz 1080, goude maro he dad hag he vreur kosa, e c’hounezaz viktoriou braz var ar boblou divar dro ; ar re-ma a ioa c’hoaz gouez ha paian, hag a rea kalz drouk d’he zujidi. Goudeze e poaniaz da c’hounit ar boblou-ze da Jezuz-Krist, hag e kasaz d’ezho misionerien evit ho c’helenn var guirioneziou ar feiz ; rak ar pez a glaske da genta e peb tra oa gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Pa zistroaz d’ar gear goude m’oa echu ar vrezel, e lakeaz he gurunenn ebarz treid Jezuz stag ouz ar groaz, hag ec’h en em voestlaz he-unan gant he holl rouantelez da Roue ar rouaned ha da Vestr ann holl vistri euz ann douar.
Neuze e reaz sevel eur maread ilizou, kouenchou hag hospitaliou nevez, hag e stagaz outho leveou ha douarou gant eur guir largentez a roue. Rei a eure zoken he gurunenn da iliz Rosklit. Hogen, n’e ket eaz gouzout pegement a dalie ar gurunenn-ze ; mes ar Zant a lavare e tlie ann traou a briz beza e ti ann Aotrou Doue kentoc’h eged e paleziou ar brinsed. C’hoant en doa e vije traou kaer enn ilizou evit ma teuje ar bobl da garet muioc’h ar relijion hag ann offisou.
Kanut a goumprene ervad n’euz ket brasoc’h mirit evit ann den eged o veza treac’h d’ezhan he-unan. Setu perak e poanie heb ehana da lakaat he gorf da zuja d’ar spered. He gastiza a rea gant eur jadennik houarn en doa evit ann dra-ze, ha dindan he zillad all e touge bepred eur c’houriz reun. Ouspenn-ze, e iune aliez, e tremene bemdez kalz amzer o pedi hag ez ea he-unan da velet ar beorien hag ann dud klanv d’ann hospitaliou, evit lavaret d’ezho eur gomz vad bennag hag ho zikour dre he aluzennou.
Mes he binijennou, he zevosionou hag he oberiou a drugarez ne virent ket outhan da lakaat urs e peb tra enn he rouantelez. Labourat a rea dalc’h-mad da lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl, ha teuler a rea evez dreist peb tra evit ma vije roet he vir da bep hini ha barnet ann holl hervez al lealdet, heb sellet ouz kar na mignoun, ouz paour na pinvidik.
Goulskoude, ar vad a rea ar Zant d’ar relijion, hag al lezennou en doa douget evit ober d’he zujidi beza aketuz da viret gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, a dennaz varnhan droulans ha kasouni ann dud fall ha difeiz. Ar re-ma a deuaz a benn da drei ar bobl enn he enep, hag en em glevaz evit lamet diganthan he dron hag he vuez.
Doue a roaz da anaout da Ganut ar pez a dlie en em gaout ganthan, ha var gement-se ar Zant en em dennaz enn iliz sant Alban : ann iliz-ma a ioa bet savet dre he urs. Eno e koveseaz hag e kommuniaz, ha goudeze e chomaz var bennou he zaoulin, e traon ann aoter, da bedi ha da c’hortoz ar gurunenn a verzerenti. Etre daou, ec’h erruaz he enebourien, hag e oue lazet gantho a daoliou mein hag a daoliou bir, d’ann dek a viz gouere euz ar bloaz 1086. Koueza a reaz d’ann douar he zivreac’h astennet e kroaz, hag a greiz m’edo o c’houlenn pardoun evit he vourrevien.
Doue ne zaleaz ket da ziskleria he zantelez dre eunn niver braz a viraklou, hag ar brud euz ar miraklou-ma a reaz d’ar pab Klemant X he lakaat e renk ar Zent, ha merka ann deiz-ma evit ober he c’houel.
Kenta dever ar re a zo e penn eur barrez, evel e penn ar c’houarnamant, eo difenn ar relijion nag ann Iliz, ha labourat da ziarbenn ann dizursiou ha da derri ar giziou fall. Guir eo, evelse e tennont varnho aliez, evel sant Kanut, droulans ha kasouni ann dud fallakr hag ann dud difeiz. Mes petra ra ze ma n’o deuz great nemed ar pez a C’houlenne Doue digantho ? Livirit d’inn, ma ve roet d’ehoc’h da joaz, e plas piou e ve guell ganeoc’h beza bet, e plas sant Kanut pe e plas he vuntrerien ? Ha n’e ket e plas ar roue merzer eo ? Mar oc’h euz eta eur garg bennag enn ho parrez pe enn ho pro, dalc’hit mad ato da ober ho tever neuz fors petra c’hoarvezo. Doue ne vanko ket d’ho tigoll, abred pe zivezad, euz ar boan o pezo kemeret pe bet da c’houzanv evit he c’hloar ha mad ar relijion hag ann Iliz.
r zant-ma, ginidik euz a gear Narboonn e Frans, ha
savet e kear Milan enn Itali, a ioa soudard enn amzer
ann impalaer Dioklesian. Ann impalaer-ma en devoa
kement a istim hag a garantez evithan ma hen hanvaz
da gabiten er genta goumpagnunez euz he c’hoardou.
Dioklesian a ioa eunn enebour touet d’ar gristenien, hag a roaz urs d’ho lakaat holl d’ar maro nemed kinnig a rajent ezans d’ann doueou faoz. Hogen, Sebastian a ioa kristen he-unan; mes n’hen diskoueze ket d’ann impalaer petra bennag ma veve enn he balez. Atao, azalek he vugaleach, en doa servichet Doue euz a greiz he galoun; mes brema e krede oa guelloc’h d’ezhan ober he zeveriou a relijion hag he zevosionou e kuz da c’hortoz ma vije galvet da anzao he feiz dirak ann holl. Sonjal a rea e c’hellje ober muioc’h a vad evelse ha rei muioc’h a zikour d’he vreudeur.
Evit guir, mont a rea aliez d’ar prizouniou da velet ann dud fidel a veze eno o c’hedal beza barnet pe verzeriet. Lod euz ar gristenien-ze a vanke a bep tra, ha lod all a venne fallgalouni gant ar spount o doa rak ar poaniou skrijuz o devije da c’houzanv. Sebastian a bourvee gant largentez da ezommou ar re genta, hag a gennerze ar re all dre he gomzou.
Enn ho zouez ez oa daou vreur, ho hano Mark ha Marsellian, ho daou dimezet ha bugale d’ezho. Eur zetans a varo a ioa douget a enep ann daou vreur-ze ma ne adorjent ket ann idolou. Mes, o veza ma oant a lignez nobl ha pinvidik, ho zad hag ho mamm, paianed ho daou, a obtenaz digant ar barner ma vije gortozet c’hoaz eur miz abarz ho lakaat d’ar maro. « — Epad ann amzer-ze, emezho, ni a raio kement var hon daou vab ma teuint erfin da ginnig ezans d’ann doueou. »
Mark ha Marsellian a oue beac’h varnho neuze; rak bez o doa d’en em zifenn a enep rebechou ha dizesper ho zad hag ho mamm, a enep karantez ho friejou, a enep daelou ho bugale. Mes Sebastian a ieaz d’ho zikour ha Doue a roaz kement a nerz d’he gomzou ma reaz d’ezho chom bepred stard enn ho feiz, ha ma c’hounezaz zoken da Jezuz-Krist ho zad hag ho mamm, ho gragez hag ho bugale, hag eur maread paianed all. Ann dud-se a oue badezet holl gant ar belek Polikarp, ha Sebastian a oue paeroun ar goazed.
A benn fin ar miz, ar barner he-unan a anavezaz ar virionez euz ar relijion gristen. Reseo a eure ar vadiziant asambles gant tud he di, ha goudeze e roaz ho liberte d’he holl esklavourien, enn eur lavaret ne dlie ket bugale Doue beza esklavourien d’ann dud.
Goulskoude, unan bennag a gountaz d’ann impalaer ne oa ken kaoz nemed Sebastian ma’z oa dilezet servich ann idolou gant ar baianed, ha ma ne felle ket d’ar gristenien kinnig ezans d’ann doueou. Pa glevaz ann dra-ze, Dioklesian a ieaz kement a zrouk ennhan ma’c’h ordrenaz dioc’htu staga ar Zant ouz eur peul hag he laza a daoliou bir. Sentet e oue outhan var ann heur.
Enn noz varlerc’h, eunn intanvez devot, he hano Ireenn, a deuaz da glask korf ar Merzer evit he liena hag he enterri; mes souezet e oue o velet ez oa c’hoaz buez ennhan. He gas a reaz ganthi d’he zi hag he louzaoui a eure ker mad ma oue pare Sebastian a benn eunn nebeut deveziou.
Neuze ar Zant a falvezaz drezhan mont d’en em ziskouez d’ann impalaer, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Prins, beleien ann idolou a lavar gevier d’ehoc’h divar benn ar gristenien. Lavaret a reont n’oc’h euz ket brasoc’h enebourien eged ar gristenien, hag ar gristenien, er c’hountrol, eo a zalc’h ho rouantelez enn he za dre ar pedennou a reont evidhoc’h. »
Dioklesian a oue mantret pa anavezaz Sebastian ; rak kredi a rea oa maro. « — Te a zo aze, Sebastian! emezhan. Petra? N’oud ket bet lazet ’ta? Penaoz da vihana ec’h euz-te gellet chom beo? »
« — Va Zalver Jezuz, eme ar Zant, en deuz astennet d’inn va buez evit ma c’helljenn dont da rei testeni dirak ann holl eo he relijion ar relijion guirion, hag ez eo euz ho perz eunn dislealded heb he far lakaat d’ar maro tud ha n’o deuz great torfed ebed, tud ha n’euz netra da damall d’ezho. »
O klevet ar c’homzou-ze, ann impalaer a ieaz e kounnar, hag a lavaraz skourjeza Sebastian ken na laoskche he huanad diveza. Evelse e varvaz ar merzer kalounek er bloaz 286 pe 288.
Sant Sebastian ne ziskouezaz ket d’ann impalaer oa kristen ken na oue galvet da anzao he feiz dirak ann holl; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da ober he zeveriou a relijion hag he zevosionou e kuz. Evelse ive, ma renkit mont da zoudard ha mac’h en em gavit etouez tud fall ha difeiz, n’e ket red d’ehoc’h diskouez d’ar re all peur e viot o lavaret ho Pater, na peur ez eot d’ann offerenn, da govez ha da gommunia : ann traou-ze holl a c’hellit da ober, evel sant Sebastian, heb gouzout dare da zen. Bezit eta fidel d’ezho, hag e reot ho silvidigez epad ma viot er zervich kerkouls hag er gear.
gnes a ioa ginidik a Rom. He zad hag he mamm a ioa
pinvidik ha tud a lignez huel; mes tud a zoujans
Doue oant ive, ha ne espernjont netra evit ober eur gristenez
vad euz ho merc’h. Houma a ioa troet var ann
devosion azalek he c’henta bugaleach, ha kement e karie
hor Zalver Jezuz-Krist ma ne skuize morse o sonjal enn he basion hag enn he varo. Ne oa nemed daouzek vloaz
pa reaz veu da jom bepred guerc’hez.
Eunn devez m’edo o tont euz ar skol, Prokop, mab da brefet pe da c’houarner Rom, a remerkaz he gened, ha ker buhan e savaz c’hoant ganthan d’he c’haout evit pried. Lakaat a reaz he goulenn digant he zud; mes ar re-ma a gemeraz ho amzer abarz respount, ha Prokop, o velet ann dra-ze, a glaskaz ann dro da gomz he-unan ouz Agnes, hag a ginnigaz d’ezhi prezanchou kaer enn esper gounit he c’haloun. Hogen, ar Zantez a reaz fae varnhan ha var he brezanchou, enn eur lavaret :
« — Me’m euz eur pried hag en deuz roet d’inn traou kalz kaeroc’h eged ar re-ze. Ar pried-se n’en deuz ket he bar evit ar gened, ar furnez, ar vadelez hag ar c’halloud. Abalamour da ze oun en em voestlet holl d’ezhan, ha joa e ve ganen mervel evithan. Seul-vui her c’harann, seul-vui ez ounn chast; seul-vui e tostaann outhan, seul-vui ez oun pur ; seul-vui her briatann, seul-vui ez ounn guerc’hez. »
O klevet ar c’homzou-ze, Prokop a gemeraz kement a velkoni ma kouezaz klanv. Neuze ar gouarner, o c’houzout petra ioa kaoz da glenved he vab, a eseaz d’he dro gounit Agnes. Ober a eure kement ha ma c’hellaz varnhi evit he lakaat da zimezi da Brokop. « — Biken, emezan, ne gavot guelloc’h fortun. » Mes ar Zantez a respounte ato e doa roet he ger da eunn all ha ne felle ket d’ezhi mont a enep he ger.
Goulskoude, ar gouarner hag he vab a ioa nec’het o klask gouzout piou oa ar pried all-ze m’e devoa Agnes roet he ger d’ezhan. Abarz ar fin, unan bennag a lavaraz d’ezho : « — Ar verc’h-se a zo kristenez, hag ar pried all ma komz anezhan ken aliez eo Jezuz-Krist, Doue ar gristenien. »
« — Ah! evelse eo, » eme ar prefet, foug ennhan abalamour ma kave eunn digarez evit en em venji euz a Agnes. Raktal e roaz urs da zigas ar zantez dirazhan, ha setu hen hag implija adarre a bep seurt finesaou evit he deseo da gemeret Prokop. Mes koll a eure he boan hag he amzer : Agnes ne reaz van evit he glevet. Neuze ar gouarner a gomzaz outhi evelhenn : « — Ar zorserez oc’h euz desket gant ar gristenien eo a vir ouzhoc’h da heul ann aliou mad a roer d’ehoc’h. Hastit affo eta mont da adori ann doueez Vesta, ha ma n’oc’h euz ket a c’hoant da zimezi, e chellot chom eno gant ar merc’hed iaouank a zo e servich ann doueez-se. »
Agnes a respountaz : « — Ma n’e ket bet falvezet d’inn kemeret ho mab da bried abalamour d’ar garantez am euz evit Jezuz-Krist, penaoz e c’houfenn-me adori idolou mud ha bouzar, n’ez euz buez ebed ennho ? »
« — Mad, eme ar prefet, euz a zaou unan : pe c’houi a ginnigo ezans d’ann doueez Vesta, pe me ho kaso etouez ar merched fall evit beza dishenoret. »
« — Anat eo, eme Agnes, ne anavezit ket galloud va Zalver Jezuz; mes me he anavez ha n’em euz aoun ebed rak ho kourdrouzou : m’em euz eunn eal euz ann env da zifenn va c’horf. »
O klevet ar respount-ma, ar gouarner a ieaz drouk ennhan ken a grene. Ordren a eure kas Agnes dioc’htu d’al leac’h m’en doa lavaret. Mes eal Doue a ioa eno o c’hedal ar Zantez, hag a lakeaz eur sklerijenn ker skeduz da bara enn he c’hichen ma ne grede den tostaat outhi. Unan hebken en devoue ann hardisegez-se, hag hennez oa Prokop, mab ar prefet; mes ker buhan e kouezaz maro-mik var zolier ar gambr.
Goulskoude, Agnes o veza pedet evithan, ar reuzeudik-se a zavaz adarre enn he za leun a vuez, ha kerkent ec’h en em lakeaz da grial a bouez-penn : « — N’euz nemed eunn Doue enn env ha var ann douar, hag ann Doue-ze eo Doue ar gristenien. » Mes beleien an idolou a roaz da gredi d’ar bobl ne oa ann dra-ma nemed eunn taol maji, kerkouls hag ar pez a ioa dija c’hoarvezet araok. Var gement-se evelato ar gouarner en em dennaz kuit, hag a gargaz Aspasius, he eil, da varn ar Zantez enn he blas.
Aspasius a goundaonaz Agnes da veza devet ez veo ; mes, pa oue stlapet enn tan, ar flammou en em rannaz dre ann hanter, hag a lezaz ar Zantez e kreiz heb ober drouk ebed d’ezhi. O velet ar burzud nevez-se, ar barner aheurtet a lavaraz planta ar c’hleze enn he gouzoug. Hogen, ar bourreo en doa damant o skei, hag Agnes a lavaraz d’ezhan : « — Petra a c’hortozit ? Hastit affo rei ar maro d’am c’horf evit ma’z ai va ene da gaout va fried d’ar baradoz. » Enn eur gomz evelse, e varvaz ar verc’h santel, er bloaz 305, d’ann oad a drizek vloaz.
Ann eneou chast, eme ar Skritur Sakr, ne vezint biken ankounac’heat ; ar sonj anezho a zo ato e spered Doue hag e spered ann dud (Levr ar Furnez, IV. I.) Santez Agnes a zo eunn testeni kaer euz ar virionez-se. « Ann holl boblou, eme zant Jerom, o deuz great he meuleudi ha dre gomz ha dre skrid, abalamour m’eo bet treac’h d’he oad ha d’he barnerien, ha m’e deuz gouzanvet ar verzerenti evit miret he jastete. » Dalc’hit mad eta d’ar vertuz-ma, hag e viot ive bepred karet gant Doue hag istimet gant ann dud.
ant Visant a ioa ginidik euz ar Spagn, hag a oue
savet ha skoliet gant Valer, eskop Saragos. Ann eskop
santel-ma her greaz avieler euz he iliz. hag her c’hargaz
da brezeg enn he blas, rak koz oa dija he-unan, hag
ouspenn, eunn tamm diezamant en doa o parlant.
Hogen, prezegennou ann avieler iaouank a zougaz kals
a frouez evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou.
D’ar mare-ze, Dasian, gouarner ar Spagn, a rea goall vuez d’ar gristenien dre urs ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian. O veza klevet hano euz a Visant, Dasian a roaz urs d’he gas da Valans karget a jadennou. Eno e lezaz anezhan er prizoun, heb tamm kouls lavaret, epad meur a zevez dioc’htu.
Goudeze her galvaz dirazhan, hag e reaz a bep seurt evit he lakaat da ginnig ezans d’ann doueou. Mes ann avieler kalounek a respountaz : « — Dalc’hit ho toueou evidhoc’h, Dasian, ha kinnigit ezans d’ezho mar kirit; evidon-me, ne anavezann nemed eunn Doue, ann hini en deuz great euz a netra ann env hag ann douar, ha ne c’houlennann ket guell eget skuill va goad evit gloar ann Doue-ze, ha dre garantez evit Jezuz-Krist, he Vab, a zo maro var ar groaz evit hor prena. »
Neuze ar gouarner a roaz urs d’he vourrevi enn eur feson skrijuz. Da genta, e oue staget var he c’hourvez oc’h eur peul teo hag hirr, ha goudeze e oue chachet var he dreid gant kerdinn ken a zeuaz he eskern euz ho flas. Goudeze c’hoaz e oue roget he gof d’ezhan tu ha tu gant ivinou houarn ken a oa dizolo he vouzellou. Ann dra-ma zoken a oue great betek diou pe deir guech : ar vourrevien, goude beza lezet ar gouliou da zerra eunn tammik, a gemere plijadur ouz ho digeri a nevez. Erfin, e oue astennet var eur c’hrill a ioa tan braz dindanhi, ha var he stomok e oue lakeat, ouspenn, eur feuillenn houarn ruz. Evelse e oue devet-holl ar c’hig enn dro d’he eskern, hag heb dale ne oa mui nemed ar relegou anezhan.
Hogen, ar Zant a ioa laouen e kreiz ann holl boaniou-ze. Lavaret e vije edo enn he blijadur epad ma roget he gorf gant ivinou houarn, ha var eur guele roz epad m’oa astennet var ar c’hrill. Chom a rea eno heb flach, he zaoulagad savet etrezek ann env hag he spered e peoc’h. Anat eo ne oa nemed Doue hag a c’hellje rei d’ezhan eunn nerz-kaloun ker burzuduz.
Goulskoude, Dasian a egare o velet ne rea ar Merzer van ebed, kaer a ioa he vourrevi. Ordren a eure he gas d’ar prizoun enn dro, hag he lakaat da c’hourvez var dammou podou torret goude ma vije bet hualet he dreid. Mes enn noz varlerc’h eur sklerijenn euz ann Env a baraz er prizoun enn eunn taol kount. Hualou Visant a dorraz, ann tammou podou m’oa gourvezet varnho a oue evel chenchet e bokedou a c’houez vad, ha setu hen da zevel he vouez evit kana meuleudiou ann Aotrou Doue asambles gant ann elez ; rak ann elez eo a ioa deuet d’he velet evit dousaat he boan hag he c’helver da vont gantho d’ar baradoz. Ar gardianed, o veza bet test euz ar mirakl-ma, en em c’hreaz kristenien var ann heur.
Antronoz e oue kountet d’ar gouarner ar pez a ioa c’hoarvezet. Dasian a lavaraz neuze lakaat ar Merzer enn eur guele bouk, ha rei d’ezhan kement a c’hellje he grenvaat. C’hoant en doa, kredabl, da zigas adarre eunn tamm buez hag eunn tamm nerz ennhan evit kaout tro d’he vourrevi a nevez. Ar brud a gement-se o veza eat dre gear, ann dud fidel a ziredaz a bep tu var dro ann avieler kalounek. Poket a reant d’he c’houliou, ha goudeze e sec’hent anezho gant eunn tamm lien evit miret eur berad bennag euz he c’hoad, rak sonjal a reant e tennje ar goad-se bennoz Doue varnho ha var ho ziez. Mes ar Zant a varvaz kerkent ha ma oue lakeat enn eur guele bouk, hag a ieaz da reseo enn Env ar gurunenn a ioa dleet d’he viktoriou, er bloaz 304, d’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent.
Ar gouarner a reaz dougen he gorf da draon eur menez evit ma vije debret gant al loaned gouez. Mes Doue a zigasaz eur vran d’he zifenn a enep al laboused all. Eur bleiz zoken, o veza tosteat outhan a voue kaset kuit gant ar vran. Ar mirakl-ma ne zigoraz ket he zaoulagad d’ar gouarner, ha Dasian a roaz urs da c’hriat ar c’horf santel enn eur zac’h, d’he staga ouz eur mean pounner ha d’he deuler er mor pell-pell. Mes chom a eure ato var neun, kaer a oue, ha dont a reaz adarre d’an aod gant ar mor. Ar gristenien, o veza gouezet e pe leac’h edo, a gerc’haz anezhan dre guz hag hen enterraz gant kalz a respet.
Nag a boaniou o deuz gouzanvet ar Zent er bed-ma, ha pebez pasianted, pebez nerz-kaloun ha pebez joa o deuz diskouezet e kreiz ar
poaniou-ze ! Ni ive ne c’hellomp erruout enn Env nemed dre hent ar boan. Keit ha ma vezimp var ann douar, or bezo ato eur groaz bennag da zougen. Hogen, ma ne c’hellomp ket beza laouen evel ar Zent e kreiz poaniou ha trubuillou ar vuez-ma, bezomp da vihana bepred rezinet
da volontez Doue. Ma ne c’hellomp ket gouzanv ar poaniou-ze
gant joa, gouzanvomp-hi da vihana gant eur spered a binijenn, enn eur lavaret da Zoue a greiz kaloun : « — Plijet ganehoc’h, o va Doue,
kemeret ar boan-ma, oc’h euz digaset d’inn, evit paeamant euz ann
hini am euz meritet dre va fec’hejou. »
r Verc’hez Vari a ioa bet savet enn templ azalek ann
oad a dri bloaz : epad ann amzer-ze oa maro he zad
hag he mamm. D’ann oad a bevarzek vloaz, e oue kaset d’ar
gear gant ar belek braz ; rak ne oa ket a urs da zelc’her
ar merc’hed iaouank enn templ enn tu all dann oad-se.
Neuze he c’herent tosta a zonjaz he dimezi evel ma oa
ar c’hiz ha zoken al lezenn etouez ar Iuzevien ; mes hi
n’e doa ket a c’hoant ; rak great e devoa dija veu da jom
bepred guerc’hez.
Goulskoude, bolontez Doue oa ma timesche : da genta, evit ma c’hellje beza mamm da Jezuz heb rei tro d’ann dud da zrouk-sonjal anezhi ; d’ann eil, evit m’e devije unan bennag d’he difenn ha da zifenn he Mab, ha d’ho zikour enn ho ezommou ; d’an trede, evit ma c’hellje servichout da skouer d’ar gragez ha dann intanvezed kerkouls ha d’ar plac’hed iaouank ; d’ar pevare erfin, evit kuzat ouz ann drouk-spered penaoz e vije konsevet ha ganet ar bugel a dlie da lakaat er bed.
Mes e pe leac’h kaout eunn den santel aoualc’h evit beza pried d’ar Verc’hez-se, a ioa galvet da veza mamm da Zoue, hag a ioa bet ato leun a c’hras abaoue ma’z oa anezhi ? Doue a ga vaz eunn hevelep tenzor : he hano oa Joseph, eur c’halvez paour a Nazareth, euz a lignez David evel Mari.
Ar Verc’hez eta, o c’houzout e felle da Zoue e timezche, hag o c’houzout a hent all ne d-aje ket Joseph a enep ar veu e devoa great, a asantaz he gemeret da bried. Ann eured a oue great e Jerusalem. Ar c’halvez paour ha Mari a roaz ho dorn ann eil d’egile, ha Joseph a lakeaz var biz ar Verc’hez eur voalenn hag a virer c’hoaz hirio, gant kalz a respect, e kear Perouz enn ltali. Sant Joseph en doa neuze daou-ugent vloaz hag ar Verc’hez Vari a ioa o ren he femzek vloaz.
Eunn nebeut deveziou goude, e oue ive eur banked ; rak n’edo ket ar c’hiz er vro da ober ar banked da zeiz ann eured. Joseph ha Mari n’oant ket pinvidik ; mes anavezet oant gant ann holl evit beza ho daou euz a lignez ar roue David, hag ar Iuzevien a istime hirroc’h al lignez eged ann danvez. Ouspenn-ze, ar Verc’hez Vari, o veza bet savet enn templ, a ioa dija brudet dre he zantelez e kement korn a ioa e kear. Ne dleomp ket eta beza souezet o klevet hano euz ann henor a oue great d’ezhi ha d’he fried da zeiz ho banked-eured. Setu ama petra verk al levriou koz divar benn ar gouel kaer-ze.
Mari e devoa eur maread kerent ; holl, paour ha pinvidik, e teujont d’he c’herc’hat d’he zi evit he ambroug betek sal ar banked. Enn dro d’ezhi edo ann diou intanvez m’oa bet savet gantho enn templ, ha Mari Kleophas, c’hoar gosa sant Joseph, Adren oa renket merc’hed Israel enn ho c’haera, hag ar joa o para var ho zal.
Dre ma’z ea ar Verc’hez gant he hent, ann holl a zirede var dreujou ho dor, pe a lakea ho fenn er prenest, evit he guelet. Eunn dudi oa sellet outhi : henveloc’h oa ouz eunn eal eged ouz eur vaouez. Merc’hed Jerusalem ne c’houient peur o devije great henor aoualc’h d’ezhi; skuill a rejont louzou a c’houez vad var he dillad, ha teuler a reant var ar ruiou, dre ma tremene, ar bokedou hag ar skourrou glaz a c’hellent da gaout d’ar mare-ze euz ar bloaz.
Eur pennad varlerc’h e teue Joseph, he vignouned enn dro d’ezhan, laouen ive hag enn ho brava.
Pa zigouezaz Mari e sal ar banked, e oue lakeat da azeza var eunn tron hanvet Tron ann dud nevez, hag ar merc’hed a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhi a lavaraz holl a vouez huel : « — Bennoz d’ann hini a zo erru ! » Joseph, o veza digouezet d’ann ampoent, a astennaz korn he vantell var benn ar Verc’hez, evit diskouez ec’h en em garge hiviziken da veilla varnhi ha d’he diouall dioc’h peb drouk.
Neuze unan euz a gerent tosta ann dud nevez a ziskargaz guin enn eur verenn, ha goude beza evet he-unan da genta, e roaz peb a vanne d’ann daou bried enn eur drugarekaat Doue evit he vadelez e kenver ann den. Goudeze ez ejot ouz taol, hag epad ar banked kalounou ann holl a zridaz gant eur joa zantel, heb na oue guelet den ebed o tirenka, na klevet ann distera ger divalo pe ann distera komz dizoare. Pa oue echu, ar Verc’hez Vari a ieaz da jom da Nazareth asambles gant sant Joseph.
Ar Verc’hez ne asantaz kemeret Joseph da bried nemed evit ober bolontez Doue. Setu aze ive petra dleit da glask dreist peb tra pa vez deuet ar mare evidhoc’h da joaz eur stad a vuez. Petra zo kaoz ma’z euz hirio kement a diegeziou el leac’h ma ren ann trouz, ar gasouni hag ann dizurs, e plas ar peoc’h, ar garantez hag ann urs vad ? Setu ama ar pez zo kaoz peurvuia : ar re a zo e penn ann tiegeziou-ze n’o deuz klasket enn eur zimezi nemed plijadur pe henor, n’o deuz sellet nemed ouz ar gened pe ann danvez. Bolontez Doue avad, n’o deuz great fors ebed anezhi Evidhoc’h-hu. mar d-emaoc’h c’hoaz da fortunia, bezit furoc’h eged ar re-ze. Goulennit, da genta, kuzul digant Doue, ha taolit evez ouz ar gomportamant kentoc’h eged ouz ar gened pe ann danvez. Evelse e c’hellot esperout ober eur fortun vad, hag evel ti Joseph ha Mari e Nazareth, ho ti a vezo ive eunn ti a beoc’h hag a garantez, eunn ti benniget gant Doue.
r zant-ma a ioa ganet e kear Listr enn Azii. He dad
a ioa paian, mes he vamm hag he vamm goz a ioa
diou gristenez vad, hag a zeskaz d’ezhan abred guirioneziou
ar feiz. He voaza a rejont ive a vihanik da lenn
ha da studia ar Skritur Sakr. Sant Paol, o veza deuet da
Listr, a glevaz ann holl oc’h ober meuleudi Timothee,
ha raktal her choazaz evit he zikour enn he labouriou
abostolik ha delc’her koumpagnunez d’ezhan enn he veachou.
D’ar Masedoan eo her c’hasaz ganthan da genta, ha lezel a eure anezhan eno var he lerc’h evit krenvaat er feiz tud fidel Beree, ha rei nerz ha kaloun da re Desalonik, a glasket ober goall vuez d’ezho. Ac’hano Timothee a ieaz adarre da gaout sant Paol da Gorinth. Ann Abostol a jomaz eur bloaz-hanter er gear-ma, ha goudeze e tistroaz da Jerusalem ha da Ephez gant he goumpagnoun.
A benn daou pe dri bloaz goude, sant Paol a ieaz c’hoaz d’ar Masedoan ha d’ar Gres asambles gant Timothee. Da fin ar veach-se, ann Abostol a oue lakeat er prizoun e Sesaree, ha, goudeze kaset da Rom. Hogen, kredi a reer edo Timothee oc’h ober koumpagnunez d’ezhan epad ann amzer ma oue dalc’het eno. Timothee he-unan en devoue ann eur da veza prizouniet evit Jezuz-Krist, hag ar c’hloar da anzao ar feiz dirak eunn niver braz a destou; mes-ne c’houezer ket pegeit e chomaz er prizoun.
Sant Paol, o veza bet laosket da redet, a zistroaz d’ann Azii, ha neuze, araok mont larkoc’h, e lakeaz Timothee da eskop e kear Ephez. Guella testeni on euz euz a virit ar zant-ma eo ann istim hag ar garantez en doa ann Abostol evithan. Sant Paol hen hanve, guech he vreur, ha guech all he vab, he vab ker, he vab muia karet.
Skriva a eure d’ezhan daou lizer goude beza he garget da c’houarn iliz Ephez. Er c’henta euz al liziri-ze, ann Abostol a verk d’he ziskib da biou e tle rei ann Ursiou sakr, ha penaoz e tle en em gomporti he-unan hag e kenver kement seurt tud a zo enn he garg. Dre al lizer-ze e velomp ne eve Timothee nemed dour ; mes sant Paol a lavar d’ezhan eva eur banniik guin abalamour n’oa ket krenv he stomok.
Ann eil lizer a oue skrivet euz a Rom, d’ar mare m’edo sant Paol er prizoun eno evit ann eil guech. El lizer-ma, ann Abostol a ro he aliou diveza d’he vab muia karet, hag a lavar d’ezhan delc’her mad dreist peb tra da brezeg komzou Doue, pe e vo selaouet pe ne vezo ket.
Timothee ne ankounac’heaz ket ar gentel-ze. Eunn devez, paianed Ephez a rea eur gouel enn henor d’ho doueou faoz ; pourmen a reant ho idolou dre ar ruiou enn eur iouc’hal hag enn eur ober a bep seurt diotachou. Ann eskop santel, o veza klevet ann dra-ze, en devoue ann hardisegez da vont d’ho c’haout evit klask ho diarbenn enn eur ziskouez d’ezho pegen diskiant oant. Mes ann dud difeiz-se a gerneraz kaz outhan hag her brevaz raktal a daoliou mein hag a daoliou baz. Ar gristenien hen tennaz euz a dre ho daouarn; mes hanter-varo oa dija, ha prest goude e tremenaz. He verzerenti a erruaz er bloaz 97 goude donedigez hor Zalver.
Tad ar zant-ma a ioa paian; mes he vamm hag he vamm goz a oa diou gristenez vad. Eur malheur braz eo evit ar vugale kaout eunn tad ha n’en deuz ket a relijion: goulskoude, mar d-eo ar vamm pe ar vamm goz eur vaouez a feiz, houma a chell c’hoaz ho zevel e doujans Doue, nag ann dra-ma a zo neuze eunn dever strisoc’h evithi. Nag a vugale a ra mez ha rann-galoun ho zud dre ho buez direol, hag a vije bet er c’hountrol gloar ha joa ho zad hag ho mamm ma vije bet desket d’ezho abred anaout ha karet Doue, ha kaout heuz ouz ar pec’hed ! Hirio muioc’h eget biskoaz ann tadou hag ar mammou a dle poania da rei d’ho bugale ez vihanik eur gelennadurez vad ha kristen.
ant Paol, hanvet Saol araok m’oa
gounezet d’ar feiz, a ioa ginidik
euz a gear Tars er Silisii. He dad
her c’hasaz d’ar skol da Jerusalem,
hag eno en devoue evit mestr Gamaliel
unan euz ar brudeta doktored
euz he amzer. Gamaliel a zeskaz
d’ezhan ar guella feson da viret
lezen Moizes, hag etouez ann dud
iaouank euz he oad ne oa nikun all
hag a zalc’hche kement hag hen
d’al lezenn-ze ha da gredennou he
dud koz. Evelse e teuaz da veza
unan euz a vrasa enebourien ar
relijion gristen.
Var al leac’h edo pa oue lazet sant Stephan a daoliou mein, hag en em garget oa da ziouall dillad ar vourrevien. Goudeze e oue great brezel d’ar gristenien e Jerusalem, ha den ne ziskoueze kaout muioc’h a gounnar outho eget Saol. Mont a rea he-unan d’ann tiez, hag ann holl dud fidel a gave a gase ganthan evit ho zeuler er prizoun. Mes ann dra-ze c’hoaz ne oa ket aoualc’h d’ezhan. Kement a ioul en doa da ziskar Iliz Jezuz-Krist ma’z eaz eunn devez da gaout ar belek braz da c’houlenn liziri diganthan evit Iuzevieri Damas. He zonj a oa mont di gant al liziri-ze, ha mar kavche dre eno eur re bennag, goazed pe verc’hed, hag a heulje ar relijion gristen, ho digas ganthan da Jerusalem karget a jadennou. Setu hen eta enn hent gant ar zonj fallakr-se enn he spered.
Hogen, p’edo dija tost da Zamas, e teuaz enn eunn taol euz ann env eur sklerijenn skeduz da bara enn dro d’ezhan. Dallet gant ar sklerijenn-ma, Saol a gouezaz divar he varc’h d’ann douar egiz pa vije bet skoet gant ar gurun. Kerkent e klevaz eur vouez hag a lavare d’ezhan : « — Saol, Saol, perak e-rez-te brezel d’inn-me ? » Hen a respountaz : « — Piou oc’h-hu, Aotrou ? » Hag ar vouez a lavaraz adarre : « — Me eo Jezuz, ann hini ma rez brezel d’ezhan. » Neuze Saol, strafillet-holl, a c’houlennaz enn eur grena : « — Aotrou, petra fell d’ehoc’h a rafenn ? » Hag ar vouez a respountaz : « — Sao enn da za ha kea e kear : eno e vezo lavaret a d’id petra ’c’h euz da ober. » Saol a zavaz, mes, pa zigoraz he zaoulagad, ne vele mui banne. Ar re a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan a renkaz he ren dre ann dorn betek Damas, hag er c’hasaz evelse da di eunn den hag a ioa Jud he hano. Chom a reaz enn ti-ze tri devez dioc’htu heb dibri nag eva, hag ato dall-put.
Bez’ ez oa e Damas eunn diskib d’hor Zalver, he hano Ananias. Doue a roaz urs d’ann diskib-ma da vont da gaout Saol. Mont a eure, hag enn eur astenn he zaouarn varnhan epad m’edo o pedi, e lavaraz d’ezhan : « — Saol, va breur, hor Zalver Jezuz, ann hini en deuz komzet ouzhoc’h enn hent? en deuz va digaset ama evit rei d’ehoc’h ar gueled ha lakaat ar Spered-Santel da ziskenn ennhoc’h. »
Ker buhan e kouezaz dioc’h daoulagad Saol traou henvel ouz skant pesked, hag e teuaz ar gueled d’ezhan adarre. O veza neuze savet enn he za, e oue badezet dioc’htu gant Ananias, ha raktal goudeze ec’h en em lakeaz da brezeg dirak ann holl oa Jezuz Mab da Zoue. Kement hini her c’hleve a ioa souezet; rak ann holl a c’houie peger kounnaret oa diagent a enep ar gristenien. Goulskoude, ar Iuzevien, o velet e tifenne brema relijion Jezuz-Krist, a gemeraz kaz outhan hag a glaskaz ann tu d’hen lakaat d’ar maro. Mes ann Aotrou Doue a reaz d’ezhan en em denna euz a dre ho daouarn, ha var gement-se ez eaz da Jerusalem da velet sant Per.
Setu aze penaoz e teuaz Saol, ar pharizian, da veza ann abostol sant Paol, ha goasa enebour e devoa ann Iliz d’ar mare-ze da veza he brasa difennour.
Ama e velomp madelez ha trugarez ann Aotrou Doue o c’hounit ar viktor. hag eur viktor euz ar re gaera, eur viktor burzuduz, var fallagriez ann den. Pebez ioul n’en doa ket Saol da ziskar Iliz Jezuz-Krist ! Pebez kasouni n’en doa ket ouz ar gristenien hag ouz ho relijion ! Ha Goulskoude, enn eunn taol, setu hen chenchet evel eun all enn he blas, setu ar bleiz deuet da veza oan. Piou a c’hellfe goude-ze dizesperi euz a vadelez hag euz a drugarez ann Aotrou Doue ? N’euz fors piou e veac’h, n’emaoc’h ket pelloc’h dioc’h Doue eget na oa sant Paol araok ma oue gounezet d’ar feiz. Doue a c’hell eta ive ober eur zant ac’hanhoc’h evel ma reaz eunn abostol euz ar pharizian kounnaret-se ; rak he vreac’h n’e ket diverret, he zorn n’e ket eat da fall, hag he c’hras e deuz ato ar memes nerz hag ar memes galloud. Mes hoc’h asant a zo red evit kement-se : Doue ne c’hell ket ho savetei enn despet d’ehoc’h.
olikarp en devoue ann eur da anaout lod euz a ziskibien
hor Zalver, ha dreist holl ann abostol sant
Iann. Deski a reaz gantho ar pez o doa desket ho-unan gant Jezuz-Krist, ha pa oue deuet enn oad, sant Iann
hel lakeaz da eskop e Smirn, enn Azii-Izela.
Gouarn a eure ann iliz-se epad dek vloaz ha tri-ugent, ha ken istimet oa abalamour d’he zantelez ha d’he vouiziegez ma oa kemeret gant ann holl evit ar c’henta eskop euz ar vro, Enn he gozni, ar gristenien ne felle d’ezho morse he lezel da denna he voutou he-unan; kement a respet o doa evithan ma veze mall gant peb hini anezho mont d’ho zenna diganthan evit gellout touch oc’h he dreid.
Sant Ignas a Antioch, o veza bet koundaonet d’ar maro gant ann impalaer Trajan, a oue kaset da Rom evit beza dispennet ha lonket gant al loaned gouez. Enn eur vont di, e tremenaz dre Smirn. Gant pebez joa e vriataz, eur vech c’hoaz abarz mervel, he vignoun ker Polikarp ! Ha Polikarp, dioc’h he gostez, gant pebez respet ne bokaz ket da jadennou ar merzer kalounek ! Ho daou oant bet diskibien da zant Iann, hag abaoue ec’h en em garient evel daou vreur. Sant Ignas en devoue plijadur ive o velet ann urs kaer hag ann devosion a rene etouez tud fidel Smirn, ha trugarekaat a reaz ann Aotrou Doue abalamour m’en doa roet d’ezho eur pastor ker mad ha ker santel.
Polikarp a ieaz he-unan da Rom e tro ar bloaz 158, evit en em glevet gant ar pab sant Aniset divar benn ann deiz ma tliet ober gouel Pask. Bete neuze, ar gouel-ma a veze great enn Azii d’ar pevarzekved devez a loar veurs, evel m’edo ar c’hiz guech all etouez ar Iuzevien, hag e Rom, er c’hountrol, e veze kaset d’ar zul varlerc’h. Ar pab a ziskouezaz kaout eunn istim vraz evithan, hag eunn devez e reaz d’ezhan kana ann offerenn enn he blas.
Epad m’edo e Rom, e c’hounezaz adarre d’ar guir feiz eur maread kristenien hag a ioa bet touellet da heul kredennou faoz gant ar fals doktored euz ann amzer-ze. Polikarp n’oa ket evit gouzanv ar re-ma, hag ober a rea kement a ioa enn he c’halloud evit alia ann dud fidel da dec’het dioutho. Eunn devez, unan anezho, he hano Marsion, a erruaz ganthan var ar ru. Raktal e troaz he benn evit miret na renkche kaozeal ouz ann den-ze. Mes Marsion a deuaz var ehun d’he gaout enn eur lavaret : « — Petra, ne anavezit ket ac’hanon? » Ar Zant a respontaz kerkent: « — Eo, anaout a rann mab hena ann diaoul. » Kement a heuz en doa ouz ar pez a ioa kountrol d’ar feiz ma lakea he vizied da stanka he ziskouarn pa gleve hano euz a eunn dra bennag evelse.
Pa oue distro euz a Rom, Polikarp a vevaz e peoc’h enn he eskopti betek amzer ann impalaer Mark-Aorel. Neuze e oue lakeat adarre ar gristenien d’ar maro en Azii, hag eun devez paianed Smirn a c’houlennaz ma vije kaset archerien da glask ar Zant. Ann dud fidel o doa bet c’hoant da guzat ho eskop ; mes kavet e oue dioc’h ann noz enn eur gambr varlaez.
O veza diskennet d’ann traon, e lavaraz rei ho c’hoan d’ann archerien, hag e c’houlennaz digantho eur pennadik amzer da bedi. Bez’ en devoue he c’houlenn, ha chom a eure div heur dioc’htu da bedi enn he gambr. Goudeze ec’h en em lakeaz etre daouarn ann archerien. Hogen, ar re-ma a rea ho chefridi enn despet d’ezho, hag ho c’haloun a ioa tenereat o velet peger mad oa bet ar Zant enn ho c’henver.
Pa erruaz Polikarp dirak ar barner, hema a lavaraz d’ezhan rei he valloz da Jezuz-Krist. Mes ar Zant a respountaz : « — C’houec’h vloaz ha pevar-ugent zo abaoue ma servichann Jezuz-Krist. N’en deuz great biskoaz nemed vad d’inn, ha bemdez e resevann diganthan grasou nevez : penaoz e c’houfenn-me rei va malloz d’ann hini en deuz roet d’inn ar vuez ? Va C’hrouer eo, va Zalver ha va Zad ; va Doue eo, ha d’ezhan e tleann peb seurt respet ha va holl c’harantez. »
« — Mad, eme ar barner, me zo o vont neuze da lakaat leusker al loaned gouez varnhoc’h.» — « Laoskit anezho pa gerot, » eme Polikarp. « — Ma n’oc’h euz ket aoun rak al loaned gouez, eme arbarner, me roio urs d’ho tevi ez veo. » — « Ann tan a reot evit va devi a vougo buhan, eme ar Zant; mes enn ifern ez euz eunn tan all, c’houezet gant Doue evit devi ann dud fall ha difeiz, hag ann tan-ze ne vougo biken. »
Ar bobl a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ma. Redet a eure raktal da glask keuneud ha pa oue great eur bern anezho, e oue savet Polikarp var c’horre ha lakeat ann tan er bern dioc’h ann traon. Mes ar flammou a droaz a round ebiou d’ar Zant, evel eur vaout pe evel lien eur vag pa grog ann avel ennhan. O velet ar burzud-se, ar baianed aheurtet a reaz treuzi he gorf gant eunn taol kleze. He verzerenti a erruaz er bloaz 166 pe er bloaz 169 goude donedigez hor Zalver.
Sant Polikarp n’oa ket evit gouzanv ar fals doktored euz he amzer, ha pa gleve hano euz a eunn dra bennag kountrol d’ar feiz, e lakea dioc’htu he vizied da stanka he ziskouarn. Ar re a gomz a enep ar relijion hag ann Iliz a zo e guirionez bugale d’ann diaoul, tad ar gaou, hag ar gristenien gatholik a zo bugale da Zoue. Hogen, bugale Doue ne dleont kaout darempred ebed gant bugale ann diaoul. Tec’hit eta dioc’h koumpagnunez ar seurt tud-se, ha ne zigorit morse ho tiskouarn da zelaou ho c’homzou, na dor ho ti da reseo ho levriou pe ho c’hazetennou.
r zant-ma, ginidik a Antioch, a oue leshanvet Krizostom,
da lavaret eo, Teod aour, abalamour ma’z
oa eur prezeger dispar. D’ann oad a ugent vloaz oa echu
he studi ganthan, hag e c’helle esperout beza eunn alvokad
euz ar re vrudeta pe erruout er c’hargou huela
euz ar vro; rak deuet oa dija da veza ken habil hag he
vistri. Mes ober a reaz fae var gloar ar bed evit en em
rei holl da zervich Doue.
En em denna a eure enn eur gouent, el leac’h ma viret eur reolenn a vuez euz ar re strisa, hag eno e chomaz pevar bloaz. Epad ann amzer-ze, e skrivaz eul levr kaer divar benn stad ar veleien hag eunn all divar benn hini ar guerc’hezed. Goudeze e falvezaz d’ezhan mont da veva he-unan enn eur plas a gostez ; mes koueza a reaz klanv, hag e renkaz distrei da Antioch.
Neuze e resevaz ann Urs a avieler, hag a benn pemp bloaz goude, e oue beleget. Iann a ioa d’ar mare-ze o ren he drede bloaz ha daou-ugent. Eskop Antioch her c’hemeraz raktal da vikel vraz, hag her c’hargaz da brezeg enn he blas.
Hogen, dre ann nerz euz he zarmouniou, e teuaz a benn da zisc’hrizienna ann techou fall euz ar c’halounou, da derri ar goall giziou ha da jench doare da gear holl e nebeut amzer. Prezeg a rea meur a vech er zizun, hag aliez zoken meur a vech bemdez. Mes mar d-oa eur mestr da gas he gomzou betek goeled ar galoun, e c’houie ive lakaat ann traou sklear dirak daoulagad ar spered. Ar Iuzevien, ar baianed hag ann heretiked a deue d’he zelaou, a vele dioc’htu n’edo ket ar virionez gantho.
Goude beza servichet epad daouzek vloaz da vreac’h, da lagad, ha da deod da eskop Antioch, ar Zant a oue hanvet he-unan da eskop ha da batriarch e Konstantinopl. Pa erruaz eno, ar senatourien, ann dud a iliz hag ann noblans a deuaz d’he zigemeret dre urs ann impalaer, hag antronoz ann deiz ma oue sakret, ann impalaer he-unan aieaz d’he velet ha da c’houlenn he vennoz. Labourat a eure raktal da lakaat urs e peb tra enn he eskopti. He zonj genta a oue evit ar beorien hag ann dud klanv. Sevel a reaz meur a hospital evit ar re-ma, ha rei a eure ar garg anezho da veleien santel.
Goudeze e poaniaz da lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Prezeg a rea gant kalz a nerz a enep ann dizursiou, ha bez’ en devoue ar joa da velet he gomzou o tougen frouez. Ar giziou fall a oue lezet a gostez, hag ar bec’herien ar muia kaledet a zistroaz ouz Doue, Gounit a eure ive d’ar guir feiz eunn niver braz e heretiked, ha kas a reaz misionerien da gelenn var guirioneziou ar relijion ar boblou paian a ioa o chom enn tu all d’he eskopti.
Epad ma laboure heb ehana evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, ann impalaerez Eudosii a gemeraz kaz outhan. Ann impalaerez-se, stag he c’haloun ouz ann arc’hant, e devoa klasket ober gaou ouz diou intanvez ; mes Iann Krizostom en doa difennet guir ar re-ma, hag abaoue, ar brinsez ne c’helle mui he c’houzanv. O veza ma rea ar pez a garie euz ann impalaer, he fried, Eudosii a lakeaz koundaoni ar Zant d’ann harlu, da lavaret eo, da veza kaset er meaz euz a gear hag er meaz euz ar vro.
Mes enn noz varlerc’h e oue e Konstantinopl eur c’hren douar hag a bilaz lod euz a balez ann impalaer. Eudosii a oue ker spountet ma skrivaz raktal d’ar Zant evit he bedi da zont enn dro. Pa glevchont lavaret oa erru, tud kear a redaz holl d’he ziambroug, goulou var elum gantho enn ho dorn evit ober henor d’ezhan.
Goulskoude, ar peoc’h ne badaz ket pell adarre. Var eur piller, tost d’ann iliz kathedral, oa nevez savet patrom ann impalaerezenn arc’hant, ha dirak ar patrom-ze e oue great c’hoariou hag a lakeaz ar bobl da goueza e meur a zizurs. Iann Krizostom a brezegaz a enep ar c’hoariou-ma gant he hardisegez ordinal. Neuze Eudosii a ieaz drouk ennhi goasoc’h eget biskoaz, hag ar Zant a oue koundaonet d’ann harlu evit ann eil guech. Kerkent e oue guelet a bep tu peorien hag intanvezed o vouela d’ho zad.
Iann Krizostom a oue kaset da genta da gear Kukuz enn Armenii, ha ne c’houfe den koumpren pegement a boan en devoue o vont di. Petra bennag m’edo ann derzienn ganthan ha m’en devoa eur stomok fall, e veze great d’ezhan bale e kreiz ann deiz enn despet d’ar c’hor a ioa d’ar mare-ze euz ar bloaz (ann dra-ma a ioa da viz gouere), ha pa deue ann noz ne veze ket lezet da gousket. Lavaret en deuz he-unan e oue gras ganthan pa erruaz e Sesaree, abalamour ma kavaz eno eur banne dour sklear hag eunn tamm bara ha n’oa ket louet.
Tremen a eure ar goanv e Kukuz, hag enn hanv varlerc’h e teuaz urs d’he gas da eur gear all hag a ioa er penn pella euz ar rouantelez, var bord ar Mor Du. Mes ne c’hellaz ket mont betek eno. Mervel a reaz enn hent, d’ar pevarzek a viz guengolo euz ar bloaz 407, enn eur lavaret ar c’homzou-ma : « — Doue ra vezo meulet e peb tra! »
E Konstantinopl e oue neuze eur barr-kazarc’h spountuz, ha d’ar pevare devez goude e varvaz ann impalaerez.
Ouspenn ar prezegennou hag ar zarmouniou kaer en deuz lezet dre skrid, hag azo kaoz m’eo leshanvet Teod aour, sant Iann Krizostom en deuz great c’hoaz meur a levr all evit kelennadurez ann dud fidel.
Da genta. — N’ez euz vertuz ebed hag hon tosta muioc’h ouz Doue eged ann dousder : bugale Doue a zo dous ha leun a vadelez
D’ann eil. — Ann nep ne zifenn ket ar virionez pa dle hen ober, hag ann nep ne gred ket he lavaret, o deuz ker braz pec’hed hag ann hini a lavar gevier.
D’ann trede.— Ar c’horf en deuz poan o iun hag oc’h ober pinijenn ; mes ann ene a gav eno he joa hag he euruzded.
D’ar pevare. — Aoualc’h a zrouk a ra ann hini ne ra ket a vad
D’ar pemped. — Ann nep ne glask nemed plijout da Zoue ha labourat evit he c’hloar ne ra ket a fors pe hen a vezo henoret pe hen a vezo disprijet gant ann dud.
ant Julian, abostol ha kenta eskop ar Mans, a ioa
ganet e Rom var dro eur bloaz var ’nn ugent goude
donedigez hor Zalver. Ar pab sant Klemant her sakraz
eskop, hag hen digasaz e Frans da brezeg ar feiz. Eur
belek hag eunn avieler a ioa oc’h ober koumpagnunez
d’ezhan.
Goude beza great eur pennad mad a hent, ec’h errujont ho zri e kichen kear ar Mans. Hogen, tud ar gear-ma o doa neuze mil boan o klask kaout dour da eva. Julian, o veza gouezet ann dra-ze, a blantaz he vaz enn douar enn eur ober eur bedenn da Zoue, ha kerkent e sinklaz eunn eienenn grenv a zour sklear euz al leac’h m’en doa plantet he vaz.
Ar gouarner, o veza klevet hano euz ar pez a ioa c’hoarvezet, a c’halvaz ar Zant da vont d’he gaout. Ha Julian ha mont. Palez ar gouarner a ioa er penn huela euz a gear, ha pa erruaz ar Zant eno gant he zaou goumpagnoun, ez oa eharz ann or eur paour keaz dall o c’houlenn ann aluzenn. Julian a reaz sin ar groaz var daoulagad ann den-ze enn eur bedi Doue, ha raktal e teuaz ar gueled d’ezhan adarre.
Ar gouarner a oue ken estlammet gant ar mirakl-ma ma’c’h en em strinkaz d’ann daoulin dirak ar Zant. Mes Julian a reaz d’ezhan sevel en he za, ha goude beza he vriatet gant karantez, e tiskleriaz d’ezhan piou oa ha da ober petra oa deuet er vro. Kerkent ar gouarner hag holl dud he di a gredaz e Jezuz-Krist. Evelato ar Zant n’ho badezaz ket dioc’htu ; kemeret a eure amzer d’ho c’helenn var guirioneziou ar relijion, ha goudeze e vadezaz anezho gant eur zolanite vraz. Badezi a reaz er memes amzer eur maread all a dud, a bep oad, a bep stad hag a bep renk, en doa gounezet d’ar feiz evel ar re-ze. Neuze ar gouarner a roaz he balez evit servichout da iliz, hag ann iliz-ma eo c’hoaz hirio iliz kathedral ar Mans.
Goulskoude, eleiz a baianed a zalc’he ato da adori ann doueou faoz. Unan euz ar re binvidika anezho, he hano Anastaz, a gollaz he vab, ha setu hen, glac’haret-holl, o tont da gaout Julian. Ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Mar kredit e Jezuz-Krist, ganet euz ar Verc’hez Vari, e velot ho mab o sevel euz a varo da veo, ha c’houi hoc’h-unan o pezo ar vuez a bado da viken. » Anastaz a respountaz : « — Anzao a rann a vrema eo Jezuz-Krist guir vab da Zoue ha Salver ar bed, ha dilezel a fell d’inn a grenn servich ann idolou. »
Var gement-se, Julian a ieaz ganthan d’he di, hag enn eur bedi Doue dirak korf maro he vab e tigasaz buez ennhan adarre. O velet ar burzud nevez-ma, Anastaz hag eunn niver braz a baianed all a droaz kein d’ann doueou faoz hag en em c’hreaz kristenien.
Goude beza labouret epad pell amzer da blanta ar feiz e kear ar Mans hag er c’harteriou divar dro, ar Zant a ieaz da Rom da renta kount d’ar pab euz ar pez en doa great. Enn eur zistrei ac’hano, e tigasaz ganthan eur maread relegou evit maga ann devosion etouez tud fidel he eskopti.
Erfin, o c’houzout e tostea he heur diveza, Julian a lakeaz ar belek Thurib, unan euz he zaou goumpagnoun kenta, da eskop enn he blas, ha goudeze ec’h en em dennaz enn eul leac’h distro e kichen kear. Eno e varvaz leun a veritou er bloaz 117, a greiz m’edo o veuli Doue, he zaouarn astennet etrezek ann env, dirak ann dud a iliz hag ann dud fidel en doa galvet var he dro.
Hirio n’e ket ker stank ar miraklou ha guech all, ha kement-se n’e ket souez. Guech all oa red ober miraklou evit diskouez d’ar baianed ar virionez euz ar reljion gristen ; mes, el leac’h n’ez euz nemed kristenien, ar miraklou ne d-int mui eunn dra red. Ar miraklou, eme ann abostol sant Paol, a zo evit ar re riint ket choaz gounezet d’ar feiz, ha nann evit ann dud fidel. Ar re-ma a c’hoar eo karget ann Iliz katholik da zeski d’ezho ar pez a renker da gredi ha da ober evit beza salvet, hag ann dra-ze a zo aoualc’h d’ezho. Goulskoude, Doue a ra ato a vare da vare eur mirakl bennag e korn pe gorn euz ar bed, evit digas da zonj d’ann holl eo bepred Mestr var gement tra a zo, var ar c’hlenved ha var iec’hed, var ar vuez ha var ar maro. Nag a viraklou ne c’hoarvez ket c’hoaz enn hon amzer-ni e Lourd, var menez ar Salett hag e kalz plasou all evelse !
r zant-ma, ginidik euz ar Savoa, en em roaz da Zoue
kentre ma teuaz d’he anaout. Da Baris e oue kaset
da ober he studi, hag eno e kommunie da nebeuta eur
vech er zizun. Ne anaie er gear vraz-se nemed daou hent,
hent ar skolach hag hent ann iliz. Evit kastiza he gorf,
e iune bep merc’her, bep guener ha bep sadorn euz ar
bloaz, ha kement e karie ar jastete ma sonjaz a-neuze
ober veu d’he miret epad he vuez.
Ann drouk-spered, evit he spounta, a glaskaz rei d’ezhan da gredi ne oa baradoz ebed evithan. Doue hebken a c’hoar pegement a boan en devoue gant ann dentasion-ze. Ne c’helle mui kousket, ha ne zebre na ne eve, kouls lavaret ; dizec’ha a rea var he dreid, ha liou ar maro a ioa dija varnhan. Evelato ne lezaz morse a gostez he bedennou hag he zevosionou, mes lavaret a rea : « O va Doue, ma ne c’hellann ket ho karet er bed all, me fell d’in da vihana ho karet keit ha ma vinn er bed-ma. »
C’houec’h sizun a ioa m’edo er stad truezuz-se pa’z eaz eunn devez d’ann iliz, hervez he gustumm, enn eur zont euz ar skolach. Kaout a reaz eno, e chapel ar Verc’hez, ar Memorare skrivet var eur feuillennik paper, ha setu hen d’en em strinka d’ann daoulin, ha da lavaret ar bedenn-ze euz a greiz he galoun hag enn eur vouela. Goudeze e ra veu da viret ato ar jastete ha da lavaret bemdez he japeled. Kerkent ec’h en em zant pare, hag e teu adarre ar peoc’h enn he spered hag ar fizians enn he ene.
Pa oue echu he studi ganthan, Fransez a resevaz ann Ursiou sakr, hag a benn eunn tachad goude, e oue kaset d’ar Chable da velet hag hen a c’hellje lakaat tud ar vro-ze da zistrei d’ar feiz katholik; rak holl, kouls lavaret, oant eat da brotestanted.
Ar Zant a stagaz raktal d’al labour, ha ne c’houfe den koumpren pegement en devoue da c’houzanv. Var he droad ez ea ato, petra bennag ma veze aliez kignet he dreid ha leun-c’hoad he zivesker. Meur a vech e renkaz loja er meaz : eunn droiad e tremenaz ann noz enn eur vezenn, eunn droiad all enn eur forn, hag eunn droiad all c’hoaz dindan toenn eunn iliz hag a ioa hanter-gouezet enn he foull. Meur a vech all e kavaz dor zerret el leac’h ma c’houlenne digor, ha ne veze ket roet a vara d’ezhan zoken evit arc’hant. Meur a vech all erfin e oue klasket lamet he vuez diganthan, hag eunn devez e oue eseat enna varnhan betek teir guech dioc’htu; mes ann tenn ne d-eaz ket er meaz, ha goulskoude ar fuzuill a ioa e ratre.
Da genta, ar brotestanted ne deuent ket d’he zelaou : difenn o devoa a berz ho ministred. Mes Fransez ne fallgalounaz ket evit kement-se. Kendelc’her a eure da brezeg heb ehana, e kear Thonon hag er c’heriadennou divardro, ha Doue ne zaleaz ket da rekoumpansi he boan hag he volontez vad.
Dre he zousder hag he basianted, e teuaz a nebeut a nebeut da c’hounit ar c’halounou ar muia kaledet, hag a benn tri pe bevar bloaz, en devoue ar joa da velet ar Chable a bez o tistrei d’ar relijion gatholik. Kounta a reer e lakeaz var dro daouzek mil heretik ha tri-ugent da zilezel ho fals kredennou, hag ann dra-ma a roaz tro d’ar c’hardinal du Perron da lavaret : « — Evit diskouez d’ar brotestanted n’ema ket ar virionez gantho, me a zo ker goest hag eunn all; mes evit ho gounit d’ar guir feiz, eo red ho c’has da Fransez a Zal. »
Ar Zant a oue hanvet neuze da eskop e Jenev, ha kenta ma c’hellaz, ez eaz da ober eunn dro dre he eskopti. Hogen, parreziou a ioa ha n’oa ket eaz tostaat outho ; rak guintet oant var meneziou huel e kreiz ar c’herrek. Mes ar garantez a roe treid, pe, evit lavaret guell, diouaskell da Fransez ; rak gouzout a rea ez oa eno ouz he c’hortoz eneou hag a ioa koustet da Jezuz-Krist betek ar berad diveza euz he c’hoad.
N’en doa ken ioul nemed da lakaat Doue da ren enn holl galounou, ha da zigas d’ar gear ann holl denved dianket. Digemeret a rea ar bec’herien gant kement a vadelez ma veze rebechet d’ezhan avechou oa re chentil enn ho c’henver. Mes ar Zant a respounte : « — Ma vije bet eunn dra bennag all guelloc’h eged ann dousder, Doue ne vije ket bet manket d’hen deski deomp. Mes ne lavar d’eomp nemed daou zra : beza dous hag humbl a galoun. » Ker mad oa ive d’ar paour ma lavare eunn deiz unan euz he servicherien : « — Hor mestr-ni a zo eur zant; mes hor c’has a rai holl d’ann hospital, hag he-unan ez ai da genta ma ne daol evez. »
E kreiz he labouriou abostolik, Fransez a gavaz c’hoaz amzer da skriva levriou kaer evit kelennadurez ann dud fidel. Sevel a eure ive eunn Urs nevez a leanezed dindan ann hano a Leanezed ar Vizitasion.
Erfin, o veza bet tro da zont e Frans, e klanvaz e Lion d’ar 27 a viz kerzu 1622, hag antronoz e varvaz eno e peoc’h d’ann oad a bemp bloaz hag hanter-kant. He gorf a oue kaset da Annesi, el leac’h ma erruaz d’ann 29 a viz genver euz ar bloaz varlerc’h; abalamour da ze e vez great he c’houel da genver ann deiz-ma. Ar pab Pi Nao en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored euz ann Iliz.
Goude he varo e oue digoret, hag e oue kavet ar vestl kaledetenn he greiz, kement en doa moustret var he galoun evit miret na ’z aje drouk ennhan ; rak dre natur sant Fransez a Zal a ioa douget d’ar vuhanegez, ha mar d-oa bet ken dous epad he vuez, ne oa nemed var bouez poania da veza ato treac’h d’ezhan he-unan.
« Euruz ar re a zo dous, eme ann Aviel, rak bez’o devezo ar guir douar a bromesa ! » Beza drouk ha rust n’eo mad nemed da drenka ar sperejou ha da vaga kasouni. N’e ket a daoliou mein nag a daoliou baz eo e teu ar pastor d’ar zigas d’ar gear ann danvad dianket mes he zougen a ra gant karantez var he ziouskoaz Nag a dud n’en deuz ket sant Fransez a Zal gounezet da Zoue dre he zousder ! Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, kemerit skouer diouthan p’o pezo ezomm da gelenn pe da skandalat ho pugale pe ho servicherien, hag heb dale e velot eur jenchamant vraz enn ho ti.
artina, ganet e Rom, a ioa iaouank c’hoaz pa gollaz
he zad hag he mamm. Ar re-ma a lezaz ganthi madou
braz; mes hi a roaz ann darn vuia euz ar madou-ze d’ar
paour evit beva he-unan gant Doue ha tremen he amzer
o pedi hag oc’h ober pinijenn. Rak dija e devoa choazet
Jezuz-Krist evit pried, hag abaoue n’edo ket e chal gant
netra all ebed.
D’ann ampoent, e reat adarre goall vuez d’ar gristenien, ha barnerien Rom, o veza klevet oa Martina kristenez, a c’halvaz anezhi dirazho. Ar Zantez a ieaz, leun a fizians e Doue, hag ar varnerien a c’houlennaz outhi ha guir oa ec’h heulie ar relijion gristen. « — la, emezhi, guir eo, hag ar re ne heuliont ket ar relijion-ze a so truezuz ho doare. » — « Penaoz, eme unan euz ar varnerien, e c’hellit-hu, gant ann danvez hag ar gened oc’h euz, rei skouarn d’ar seurt rambreou pe zorc’hennou-ze ? Deuit d’ann templ da ginnig ezans da Apollon. » — « N’euz Doue ebed, eme Vartina, nemed ann hini a adorann ; ho toueou-c’houi ne d-int nemed idolou : penaoz e c’hell tud a spered eveldhoc’h-hu adori patromiou bronz pe varbr ? « Ar varnerien a ieaz drouk ennho o klevet eunn hevelep respount, hag a zizkleriaz grons e tlie ar Zantez kinnig ezans d’ann doue faoz Apollon pe en em rezina da vervel.
Setu eta Martina kaset d’ann templ. Enn eur erruout eno e reaz sin ar groaz hag e lavaraz : « — Va Zalver, selaouit pedenn ho servicherez, ha ra’z ai ann idol-ze e poultr hag e ludu ! » Kerkent ann douar a gren, ann templ a gouez enn he boull, ha patrom ann doue faoz a zo bruzunet e mil damm.
Ar varnerien, o kredi ne oa ar mirakl-se nemed eunn taol maji pe eunn taol sorserez, a reaz neuze dispenn korf ar Zantez gant ivinou houarn. Pevar bourreo a oue karget euz al labour-ze, ha pa ouent skuiz, e teuaz eiz all enn ho flas. Mes ar re-ma oue pilet d’ann douar gant eur skerijenn euz ann env, hag a ziskleriaz raktal e felle d’ezho ive adori Doue ar gristenien. Delc’her a rejont mad d’ho feiz, ha divezatoc’h o devoue holl ann eur da skuill ho goad evit Jezuz-Krist.
Antronoz, Martina a oue bourrevet goasoc’h eget biskoaz,
ha goudeze e oue kaset da dempl ar fals doueez
Diana. Ker buhan ann diaoul a deuaz ac’hano enn eur
iudal estlammuz, ha patrom ar fals doueez hag eul lodenn
euz ann templ a oue devet gant ar gurun. Ar mirakl
nevez-ma ne zigoraz ket ho daoulagad d’ar varnerien,
ha setu hi ha koundaoni ar Zantez da c’houzanv
poaniou all skrijusoc’h c’hoaz eged ar re e devoa gouzanvet
dija.
Unan anezho a lavaraz d’ezhi neuze : « — Ac’hanta, Martina, ne fell ket d’id kinnig ezans d’an doueou ? N’ec’h euz ket aoun rak ar poaniou az pezo c’hoaz da c’houzanv ma ne sentez ket ? » Mes ar Zantez a respountaz kerkent : « — Jezuz-Krist a zo ouz va c’hennerza ; biken ne adorinn ho trouk-sperejou. » E guirionez, Doue a gendalc’haz da rei nerz d’he zervicherez, pe da ober burzudou evit miret n’e devije drouk ebed.
Erfin, ar varnerien o devoue mez oc’h en em velet trec’het gant eur plac’h iaouank, hag a ordrenaz he dibenna. Evelse eo ez eaz Martina da reseo enn env ann diou gurunenn gaer a Verc’hez hag a Verzerez. He merzerenti a erruaz var dro ar bloaz 150.
Santez Martina a ieaz dirak barnerien Rom leun a fizians e Doue, hag, evit guir, Doue n’he dilezaz ket : bez’ e oue ganthi bepred evit rei d’ezhi ar viktor var he holl enebourien. Ann Aotrou Doue ne abandoun morse ar re a laka ennhan ho holl fizians. En em daolit eta etre he zivreac’h evel bugale etre divreac’h ho zad: « Mar d-ema Doue ganehoc’h, piou a c’hello noazout d’ehoc’h? » Ann dud a vezo aliez dic’halloud d’hor sikour, goude m’o defe bolontez d’hen ober. Doue, avad, a ra bepred kement a fell d’ezhan. Neb a fizio enn nesa pe ennhan he-unan. en em gavo re verr peurvuia. Ma lakeomp hor fizians e Doue, n’hor bezo meskont ebet.
r zant-ma, ginidik a eskopti Karkasoonn e Frans, en
devoa a vihanik eur galoun ken tener evit ar beorien
ma n’oa ket evit sellet outho heb diroll da vouela.
Ingala a rea etrezho ar guenneien a veze roet d’ezhan da
c’hoari, ha kemeret a eure ar voazamant santel da rei
bep mintin eun dra bennag d’ar paour kenta a gave var
he hent heb lezel amzer ganthan da c’houlenn.
N’en doa nemed pemzek vloaz pa varvaz he dad. He vamm a vije bet joa ganthi guelet anezhan o timezi, rak n’e devoa ken mab nemethan; mes hen, n’e ket er delez edo he zonj: Doue her galve da ober eur fortun all kalz kaeroc’h.
D’ann oad a bempbloaz var’nn ugent, e oue karget da skolia mab roue Aragon, hag ez eaz d’ar Spagn. Lakaat a eure he holl boan da rei eunn deskadurez kristen d’ar prins iaouank. He-unan e veve evel eur manac’h, ha tremen a rea peder heur bemdez o pedi Doue, div heur en deiz ha div heur enn noz. N’edo ket o chom er palez, mes enn eunn ti a gostez, a ioa bet roet d’ezhan gant ar roue.
D’ar mare-ze, eul lodenn euz ar Spagn a ioa c’hoaz etre daouarn ann Turked, hag ar re-ma, pa gavent ho zro, a zaille var douarou ar gristenien hag a gase gantho e kaptivite ann dud a c’hellent da baka, goazed, merc’hed ha bugale. Ann Turked a ioa o chom enn Afrik, enn tu all d’ar mor, a rea ar memes tra pa deuent enn tu-ma.
Per Nolask a ioa rannet he galoun o sonjal e stad ann dud keiz-se, hag he spered a veze dalc’h-mad o klask ann tu d’ho zikour. Eunn nozvez m’edo o pedi, ar Verc’hez he-unan a blijaz ganthi rei d’ezhan da anaout penaoz e tlie en em gemeret evit kement-se. He Mab hag hi emezhi, a garje e vije savet eunn Urs nevez a venac’h, dindan ann hano a Introun-Varia-a-Druez, evit prena ar gaptived kristen a ioa er prizoun pe enn esklavach e bro ann Turked.
Ar Zant a ieaz dioc’htu da gounta ann dra-ma d’ar roue ha da zant Remon Pennafort, he gonfesour. Hogen, he joa a ioa dija braz; mes brasoc’h e oue c’hoaz pa glevaz gant ar roue ha gant sant Remon e devoa ar Verc’hez Vari, enn nozvez-se ive, lavaret ar memes tra da bep hini anezho. Poania a rejont neuze ho zri da gas da benn ar pez a c’houlenne mamm Doue. Per Nolask a oue choazet evit beza ar c’henta superior jeneral euz ann Urs nevez, hag eskop Barseloonn a lakeaz d’ezhan ar viskamant a dlie da zougen. Ar viskamant-se a ioa eur zae venn gant eur skapular guenn var c’horre. Daou zijentil all a oue guisket evelse er memes devez, hag ouspenn ar veuiou ordinal, a reer er c’houenchou, ar Zant hag hi a reaz c’hoaz veu da implija ho holl danvez evit prena ar gaptived, ha da jom ho-unan e kaptivite enn ho flas mar bije red. Ar roue a roaz eur penn euz he balez evit loja ar venac’h nevez.
Doue a skuillaz he vennoz var ann Urs-ma gant kement a largentez ma oue renket heb dale sevel eur maread kouenchou all. Per Nolask a ieaz a benn diou vech da ober eur bale etouez Turked ar Spagn, hag en diou zro-ze e tennaz euz a dre ho daouarn, gant ann aluzennou en doa gellet da zastum, ouspenn pevar c’hant esklav pe brizounier. Goudeze ez eaz d’ann Afrik ; mes eno e oue taolet er prizoun ha karget a jadennou. Goulskoude, ne oue ket lakeat d’ar maro daoust d’ann ioul en doa da rei he vuez evit Jezuz-Krist. Laosket e oue da zont kuit, hag o veza distro d’ar Spagn, en devoue ann eur da gaout dioc’htu arc’hant aoualc’h evit paea ransoun ann holl gaptived a ioa chomet var he lerc’h.
Neuze e c’hoanteaz rei ann dilez euz he garg a zuperior jeneral, mes n’en devoue ket a gounje digant ar venac’h all. Kendelc’her a reaz eta da c’houarn he Urs ha da zervichout da skouer d’ann holl dre he humilite hag he basianted, dre he spered a binijenn hag he garantez evit he nesa. Doue a zigasaz d’ezhan eur c’hlenved hirr ha poaniuz; mes e kreiz holl nerz ar c’hlenved-se ne gollaz morse netra euz he zousder ordinal : he blijadur oa beza stag ouz ar groaz evel Jezuz-Krist.
Erfin, o santout e fallea, e c’houlennaz he zakramanchou diveza, ha goude beza ho resevet gant devosion eunn eal, e varvaz leun a veritou er bloaz 1258, oajet a noa bloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma en deuz risklet he liberte hag he vuez evit prena ar
gaptived ; n’euz ket brasoc’h karantez eged hounnez. Evidhoc’h-hu, ma ne c’hellit ket mont keit-se, roit da vihana ar pez a zo eaz d’ehoc’h
da zioueret evit sikour ho preudeur enn ho ezommou. Euruz ar re o deuz truez ouz ho nesa, rak Doue en devezo ive truez outho! Mes ann
nep a zo kriz e kenver he vreudeur, ha leac’h en deuz-hen da esperout
e vezo Doue trugarezuz enn he genver ? Ha c’houi, tadou ha mammou, boazit abred ho pugale da garet ar paour ha da rei ann aluzenn d’ezhan, evel a rea sant Per Nolask ; n’euz netra guell evit tenna bennoz Doue varnho ha varnhoc’h hoc’h-unan.
gnas a oue unan euz a ziskibien sant Iann avieler. O
veza er skol gant eur mestr evel hennez, n’e ket souez
e ve deuet he garantez evit Jezuz-Krist da veza ker krenv
ha ker birvidik. N’en devoa ken ioul nemed da skuill he
c’hoad evit ar feiz. Hogen, espernet e oue epad ar bersekusion
a zavaz a enep ar gristenien enn amzer ann
impalaer Domisian ; mes enn amzer ann impalaer
Trajan en devoue erfin ar c’hras a rekete.
Ignas a ioa bet hanvet da eskop e kear Antioch, hag ann impalaer Trajan, o veza en em gavet da dremen dre ar gear-ma, a glevaz gant pebez nerz ha pebez hardisegez e prezege d’ar baianed evit ho gounit da Jezuz-Krist. Raktal e c’halvaz anezhan da vont d’he gaout, ha pa oue erruet, e komzaz outhan evelhenn : « — C’houi eo eta ann hini a ra fae var hon doueou hag a glask miret ouz ar re all d’ho adori ? » Ar Zant a respountaz : « — Pec’hed oc’h euz o rei ann hano a Zoue d’ann drouk-sperejou a adorit; rak n’ez euz ha ne c’hell beza nemed eunn Doue, a zo krouer ann env hag ann douar, ha Jezuz-Krist eo he Vab en em c’hreat den evit hor zavetei. » « — C’houi gomz m’oar vad, eme Drajan, euz ann hini a zo bet staget ouz ar groaz dre urs Pons-Pilat ? » « — Ia, eme Ignas, ar Zalver-ze en deuz trec’het ann drouk-sperejou, hag a ra d’he zervicherien beza treac’h d’ezho ive. » « — List ar c’haoziou-ze, eme ann impalaer, kinnigit ezans d’ann doueou hag e vezimp mignouned. » « — Me zo belek Jezuz-Krist, eme ar Zant, ha ne c’houlennann ket guell eget mervel evit ann Doue-ze, a zo maro da genta dre garantez evidon. »
Pa glevaz ar respount-se, Trajan a zougaz ar zetans-ma: « — Ra vezo karget Ignas a jadennou, ha kaset da Rom evit beza draillet ha lonket gant al loaned gouez! » Eunn hevelep setans a lakeaz kaloun ar Zant da zridal gant ar joa. « — O va Doue, emezhan, me ho trugareka abalamour m’eo plijet ganehoc’h e vijenn karget ajadennou evel Paol, hoc’h abostol. »
Enn eur vont da Rom, Ignas a dremenaz dre gear Smirn, hag eno e velaz sant Polikarp, a ioa bet eveldhan er skol gant ann abostol sant Iann. Gant pebez karantez ec’h en em daolaz ann daou vignoun-ze ann eil etre divreac’h egile! Goulskoude, Ignas a ioa nec’het gant eunn dra : aoun en doa na vije espernet gant al loaned gouez evel m’oa bet espernet dija meur a verzer all. Pedi a reaz eta sant Polikarp ha tud fidel Smirn da c’houlenn evithan digant Doue ar c’hras ne vije ket espernet. Lavaret a eure ar memes tra da gristenien Rom enn eul lizer kaer a skrivaz d’ezho.
« — Gant a reot, emezhan, ne d-it ket da ober gaou ouzinn enn eur c’houlenn evidon ar c’hras da veza espernet. List ac’hanon da veza debret gant al loaned evit ma’z inn da velet Doue,.. Mall am euz d’en em gaout enn ho zouez, ha va brasa ioul eo ma lammint ganen dioc’htu. N’em euz ken aoun nemed ne gredfent ket touch ouzinn, evel a zo c’hoarvezet gant merzerien all. Mes, ma ne dostaont ket, me ho heskino, hag enn eur feson bennag me rai d’ezho va dispenn ha va lonka. Pardounit d’inn, va bugale ger, me a c’hoar petra zo guella evidon. Ne glaskann nemed eunn dra, beza gant Jezuz-Krist. A hent all, ne rannket a fors evit beza devet, staget ouz ar groaz, debret gant al loaned ; ne rann ket a fors ha pa ve bruzunet va eskern, flastret va c’horf, diframmet va izili ann eil dioc’h egile. Eur vech c’hoaz eta, ne virit ket ouzinn da vont d’ar vuez ; rak Jezuz-Krist eo buez ann dud fidel... »
Sant Ignas a zigouezaz e Rom d’ann devez diveza euz ar c’hoariou skrijuz a veze great enn amzer-ze evit plijadur ar bobl. O veza en em strinket d’ann daoulin e kreiz ar gristenien a ioa bodet enn dro d’ezhan, e pedaz eur pennadik evit peoc’h ann Iliz, ha raktal goudeze e oue kaset da blas ann ebatou. Pa glevaz al loaned gouez o iudal, e lavaraz a vouez huel : « — Me zo eur c’heunenn viniz da Jezuz-Krist, ha red eo e venn malet gant dent al loaned evit gellout beza kinniget d’ezhan evel eur bara pur. » Daou leon a oue laosket varnhan, ha kerkent e oue lonket gantho egiz m’en devoa c’hoanteat. Hano Jezuz a oue ato var he vuzellou betek he huanad diveza. Ne jomaz euz he gorf nemed eunn nebeut eskern, hag ar re-ma a oue douget gant henor da Antioch. He verzerenti a erruaz er bloaz seiz ha kant goude donedigez hor Salver.
Ar c’hoant en doa sant Ignas da ziskouez he garantez evit Jezuz-Krist
a reaz d’ezhan gouzanv gant joa eur maro Kriz ha spountuz. Ha
c’houi, pe seurt merk a garantez oc’h euz-hu roet bete vrema da Jezuz ?
Petra oc’h euz-hu great, petra oc’h euz-hu gouzanvet evithan ? Jezuz en deuz bevet var ann douar hag a zo maro dre garantez evidomp ; poaniomp ive da blijout d’ezhan e kement tra a reomp, a zonjomp pe a leveromp; bezomp prest ato da c’houzanv dre garantez evithan ann
traou diez, ann traou kountrol, ann traou kasaüz a c’hell erruout ganeomp er bed-ma, ha leveromp d’ezhan aliez euz a greiz hor c’haloun : « Jezuz, Doue a garantez, roit d’inn ar c’hras da veva ha da vervel enn ho karantez. »
ervez lezenn ar Iuzevien guech all, ar gragez a dlie
mont d’en em burifia d’ann templ eur pennad goude
beza lakeat eur c’hrouadur bennag er bed. Ar re anezho
a ioa pinvidik a roe eunn oan bloaz hag eur goulm pe
eunn durzunell evit beza kinniget e sakrifis da Zoue. Ar
re n’oant ket pinvidik a roe diou goulm pe ziou durzunell,
da lavaret eo, eur goulm pe eunn durzunell muioc’h
e plas ann oan. Neuze ar belek a bede evitho, ha goudeze
e c’hellent distrei da veva etouez ann dud evel diagent.
Al lezenn-ma n’oa ket great evit ar Verc’hez Vari, p’e
guir oa deuet da veza mamm heb koll tamm euz he
guerc’hded. Evelato e falvezaz d’ezhi ober evel ar merc’hed
all, ha d’ar mare merket ez eaz d’ann templ gant
eur c’houblad turzunelled; rak n’e devoa ket a be a
dra da gaout eunn oan.
Hervez lezenn ar Iuzevien c’hoaz, ar mab hena euz a bep ti a ioa da Zoue dre vir, hag he dud a dlie her c’has d’ann templ hag he brena digant Doue enn eur baea evithan eur priz merket. Ar mabik Jezuz o veza Doue he-unan ha par d’he Dad e peb tra, al lezenn-ze ne zelle ket outhan ken nebeut. Goulskoude e falvezaz d’ezhan he miret evel ma falveze d’ar Verc’hez miret lezenn ar burifikasion. Kaset e oue eta d’ann templ gant Mari ha Joseph evit beza kinniget da Zoue, ha prenet diganthan enn doare m’oa gourc’hemennet el lezenn.
Pebez kentel gaer a ro d’eomp ama Jezuz ha Mari ! Jezuz, guir Vab Doue, Mari, guir vamm da Zoue, a fell d’ezho miret lezennou ha ne zellent ket outho, ha ni, krouadurien da Zoue, ni, pec’herien, ne fell ket d’eomp miret al lezennou a c’houzomp ervad a zo great evidomp ! E pe leac’h eta ema hor zentidigez, e pe leac’h ema hor c’harantez evit Doue?
D’ann ampoent ma’z ea ar Verc’hez d’en em burifia ha da gas he Mab d’ann templ, ez oa e Jerusalem eunn den a zoujans Doue, he hano Simeon. Ann den-ma a ioa ato var c’hed euz a zonedigez hor Zalver ; rak ar Spered-Santel en doa roet d’ezhan da anaout en devije ann eur da velet ar Mesias abarz mervel.
P’edo eta Mari ha Joseph o tigouezout enn templ gant ar Mabik Jezuz, Simeon a erruaz eno ive, digaset gant ar Spered-Santel. Kerkent e kemeraz ar bugel dre he zivreac’h, ha goudeze e trugarekeaz Doue enn eur lavaret : « — Brema, o va Doue, e c’hell ho servicher mervel e peoc’h, p’en deuz bet ann eur da velet ar Zalver a dlie dont var ann douar evit beza sklerijenn ar boblou paian ha gloar ar bobl a Israel. »
Simeon a roaz he vennoz da Vari ha da Joseph, hag a
lavaraz d’ar Verc’hez : « — Ar bugel-ma a vezo kiriek
da galz a dud d’en em goll dre ho dallentez; mes tro
a roio ive da galz a re all da zistrei ouz Doue ha d’en
em zavetei. Enn despet d’he vurzudou, eleiz a enebourien
en em zavo enn he enep, ha c’houi hoc’h-unan
a vezo treuzet ho kaloun gant eur c’hleze a
c’hlac’har. »
D’ar mare-ze ez oa c’hoaz e Jerusalem eunn intanvez santel, he hano Anna. Ann intanvez-ma a ioa oajet a bevar bloaz ha pevar-ugent, ha ne denne penn euz ann templ. Na noz, na deiz, ne ehane da bedi, ha iun a rea bemdez. Ar vaouez-se a anavezaz ive ar Mabik Jezuz evit he Zalver p’edo Mari ha Joseph o tont ganthan d’ann templ, ha goudeze e komze anezhan da gement hini a ioa o c’hortoz donedigez ar Mesias.
Da genver ann deiz-ma e vez benniget ar goulou gant solanite araok ann offerenn bred. Hogen, ar goulou-ze a verk Jezuz-Krist, sklerijenn ar bed. Enn eur c’houlaouenn ez euz tri zra : ar c’hoar, ar vouchenn hag ar flamm, pa vez var elum. « Mad, eme zant Anselm, ar c’hoar, great gant ar guenan (ar guenan azo loanedigou guerc’h), a verk korf hor Zalver, ganet euz ar Verc’hez Vari; ar vouchenn a verk he ene, hag ar flamm a zao enn ear da rei sklerijenn a verk he zivinite. »
Ar goulou-ze a vez douget var elum epad ar prosesion, epad ann aviel, hag azalek ar gorreou betek kommunion ar belek.
Epad ar prosesion, e tigasont da zonj d’eomp eo Jezuz-Krist ann Hent, anp hent n’euz nemethan hag a c’hellfe hor c’has d’ar baradoz, hag a dleomp da heul dindan boan d’en em goll da viken.
Epad ann aviel, e verkont eo Jezuz-Krist ar Virionez, ar virionez ne laka den da fazia hag a dleomp da gredi ha da zelaou dindan boan da veza touellet gant gevier ha kenteliou faoz ar bed.
Erfin, azalek ar gorreou betek kommunion ar belek, e tigasont da zonj deomp eo Jezuz-Krist ar Vuez, ann hini a zo diskennet euz ann env evit rei d’eomp buez ar c’hras er bed-ma ha buez ar c’hloar er bed all. Hogen, buez ar c’hras a dleomp da vaga ennomp dreist peb tra dre ar gommunion. Sakramant ann aoter a zalc’ho ann tan euz a garantez Doue bepred var elum enn hor c’haloun evel ar flamm er goulou benniget.
enovefa a ioa ganet e Nanteer, teir leo dioc’h Paris.
Iaouankik-flamm oa c’hoaz, mes dija devot evel
eunn eal, p’en em gavaz sant Jermen, eskop Aoser, da
dremen dre eno enn eur vont da Vro-Zaoz. Ar Zant he remerkaz etouez ar bobl tud a ioa diredet da reseo he
vennoz, ha setu hen ha goulenn outhi ha n’e devoa ket
a c’hoant da gemeret Jezuz-Krist da bried. « — Eo avad,
eme ar plac’hik, pell zo n’em euz ken c’hoant nemed
hennez. »
Neuze Jermen a gasaz anezhi ganthan d’ann iliz, hag epad m’edot o kana gousperou, e talc’haz he zorn deou astennet azioc’h he fenn a vel d’ann holl dud fidel. Antronoz e c’houlennaz outhi adarre : « — Ac’hanta, va merc’h, sonj oc’h euz euz ar pez oc’h euz lavaret d’inn deac’h ? » « — Ia, sonj am euz, eme Jenovefa, ha gant gras Doue ha sikour ho pedennou, e talc’hinn mad d’am ger. »
D’ann ampoent, ann eskop santel a velaz var ann douar eur vetalennik koueur hag a ioa eur groaz varnhi. Raktal e tastumaz ar vetalennik-se, hag e roaz anezhi d’ar plac’hik enn eur lavaret : « — Lakit houma enn dro d’ho kouzoug, hag hiviziken ne zougit mui nag aour, nag arc’hant, na perlez : rak ma karit braoigou ar bed, n’o pezo ket a berz eunn deiz e gloar ann env. » D’ar mare-ze, Jenovefa a c’helle beza dek pe unnek vloaz.
D’ann oad a bevarzek vloaz, e kemeraz voal ar guerc’hezed, ha goude maro he zad hag he mamm, ez eaz da jom da Baris, da di he maerounez. Eno e lugernaz evel ann heol dre ar zantelez euz he buez, ha dre ann nerz euz he chomzou e c’houeze e kalounou ann holl ann tan euz a garantez Doue.
He holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi ; da
zadorn da noz ne d-ea morse da gousket, hag araok
Pask e rea bep bloaz eur retred hag a bade azalek gouel
ar Rouanez betek ar Iaou Gamblid. Ne zebre nemed diou
vech er zizun, da zul ha da iaou, ha c’hoaz ar pez a zebre
ne oa nemed eunn tamm bara heiz gant eunn nebeut
fa poazet enn dour pemzek dez araok. Evelse
iunaz betek ann oad a hanter-kant vloaz. Neuze, dre ali
ann eskibien, rak ouz ar re-ma e sente ato, e kounzantaz
dibri pesked hag eva eur banne leaz bennag ; mes
biskoaz ne falvezaz d’ezhi dibri kig nag eva guin.
Goulskoude tud aviuz ha fallakr a gavaz abeg enn eur vuez ker santel ha ker pinijennuz. Lavaret a rejont a bep seurt traou euz a Jenovefa. Ne oa, emezho, nemed eur fals devodez, guenn dioc’h ann dianveaz, ha ken du hag ann diaoul dioc’h ann diabarz. Mes sant Jermen a dremenaz adarre dre Baris enn eur vont da Vro-Zaoz evit ann eil guech, hag a stankaz ho ginou d’ann dud-se enn eur ziskouez sklear d’ar bobl ha d’ezho ho-unan ne oa nemed gevier oc’h ho heul.
Er bloaz 451, ar roue Attila, leshanvet Goalenn Doue, a zaillaz var douar Frans gant eunn arme a bemp pe c’houec’h kant mil den, enn eur lakaat ar goad da ruill hag ann tan e peb tra dre gement leac’h ma tremene. Paris a ioa var he hent, hag ar Barizianed o doa aoun ken a grenent. Jenovefa a lavaraz d’ezho n’o devije drouk ebed mar karjent goulenn sikour digant Doue dre ar iun hag ar bedenn. Lod a gredaz anezhi, mes lod all ive a reaz fae var he c’homzou. Hogen ar pez e devoa lavaret a erruaz : Attila a ieaz var he giz ha Paris a oue espernet. Ann holl a anavezaz raktal oant dleourien euz ar c’hras-se da c’halloud ar Zantez dirak Doue.
Pemp pe c’houec’h vloaz goude, ar Barizianed a oue goasket enn eunn doare all : ar gernez a ioa e kear, ha meur a hini a ioa dija maro gant ann naoun. Mes Jenovefa a ia d’ar c’heariou all da glask ed da ober bara, hag a benn eun nebeut amzer e teu enn dro gant unnek bag vraz karget a c’hreun. Evelse e saveteaz ho buez da gement a dud ma ne c’houfet ho niveri.
Epad ar veach-se e reaz eur maread miraklou, hag ann dra-ma a greskaz muioc’h-mui ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithi. Ar rouaned ho-unan a zente outhi aliez ; obten a eure gras digantho evit meur a dorfetour koundaonet d’ar maro, hag hi eo a lakeaz ar roue Klovis da zevel eunn iliz gaer enn henor d’ann ebestel sant Per ha sant Paol. Mes e kreiz ar stad a reat anezhi Jenovefa a ioa bepred humbl evel eur c’hrouadur.
Beva a reaz betek ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent pe var dro, hag he maro euruz a erruaz er bloaz 512. He c’horf a oue enterret enn iliz sant Per ha sant Paol, hanvet a-c’houdevez iliz santez Jenovefa.
Goude he maro e kendalc’haz da ober vad da gear Paris evel m’e devoa great epad he buez. Er bloaz 1129, e klanvaz kalz tud eno gant eur c’hlenved estranch ha speguz. Ann anken hag ar spount a ioa e peb leac’h, ha kaer a ioa, ne gavet louzou ebed ouz ar c’hlenved heuzuz-se. Neuze ann eskop a roaz urs da zougen arched santez Jenovefa e prosesion, ha kerkent ann dud klanv a bareaz holl nemed tri : ann tri-ma, kredabl, n’o doa ket bet a fizians aoualc’h e galloud ar Zantez. Abaoue, ar Barizianed a zo bet ato devot braz da zantez Jenovefa, hag hirio c’hoaz e teuont a vandennadou, da zeiz he gouel hag epad ann eiz dez varlerc’h, da zaoulina ha da bedi dirak he bez ha dirak he relegou.
Ar brinsed hag ar rouaned koz a Frans a zo c’hoaz ive ho beziou e Sant-Denis, e kichen Paris. Ha guelet a reer morse den ebed o taoulina hag o pedi dirak ar beziou-ze ? Nann, den ebed ; ha dirak bez ha relegou santez Jenovefa, er c’hountrol, e veler tud a bep oad, a bep stad hag a bep renk, o tont da zaoulina bep bloaz ha bemdez zoken evit goulenn sikour diganthi. Anavezomp eta n’euz netra par d’ar zantelez evit beza istimet hag henoret, abred pe zivezad, gant ann dud kouls ha gant Doue.
r zant-ma a ioa ganet e Florans enn Itali d’ann 30 a
viz du 1302. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez
huel; mes tud a zoujans Doue oant ive. O veza
m’oant chomet pell heb kaout bugale, ec’h en em glevchont
da voestla d’ar Verc’hez ar c’henta o devije, hag
Andre a oue ar c’hrouadur-se. Hogen, enn noz araok
ma c’hanaz, he vamm e devoue eunn huvre, ha dre he
huvre e kave d’ezhi e doa lakeat er bed eur bleiz bihan.
Mes prest goude e velaz ar bleiz-se o vont enn eunn
iliz, hag eno e teuaz da veza eunn oan guenn-kann.
Evit guir, Andre a oue eur goall baotr enn he vugaleach hag er penn kenta euz he iaouankiz, ha goulskoude n’e ket skoueriou ha kenteliou mad a vanke d’ezhan euz a berz he dud. Mes ne oa den evit he lakaat da zuja. N’en em blije nemed oc’h ober haillounerez; ne garie nemed ar c’hoari, ar chase, ann ebatou, ha n’edo nemeure chal gant ar relijion ha gant offisou ann Iliz. He dad hag he vamm a ioa nec’het-maro ganthan : aoun o devoa na raje fin fall.
Eunn devez, o velet ne furea tamm dre ma kreske enn oad, e c’halvchont anezhan da vont d’ho c’haout; mes hen, e leac’h senti, a respountaz dre gomzou divalo ha divergount. Neuze he vamm a lavaraz : « — Mad, Andre, sur, te eo ar bleiz am euz huvreet ennhan. » « — Pe seurt bleiz? » a c’houlennaz ann den iaouank souezet. Var gement-se, he vamm a gountaz d’ezhan ann huvre e devoa bet enn noz araok m’oa ganet, hag er memes amzer e lavaraz d’ezhan oa bet goestlet d’ar Verc’hez ganthi ha gant he dad.
Ar c’homzou-ze a skoaz eunn taol pounner e kaloun Andre, hag epad ann noz varlerc’h ne reaz nemed sonjal er Verc’hez. « — O Mari, emezhan, p’e guir ounn d’ehoc’h, hiviziken me a vezo bepred fidel d’ho servich, mes pedit ho Mab Jezuz da gaout truez ouzinn ha da bardouni d’inn pec’hejou va iaouankiz.
Antronoz, edo mintin-mad var bennou he zaoulin dirak imach ar Verc’hez enn Iliz ann Tadou euz a Urs karmes. Ann daelou a zirede puill euz he zaoulagad. He bedenn a oue hirr, ha pa zavaz ac’hano, ez eaz var ehun d’ar gouent da c’houlenn beza resevet etouez ar venac’h. Ar superior hen resevaz goude beza bet asant he dad hag he vamm, ha kerkent e chenchaz buez a-grenn: ar bleiz a ioa deuet da veza oan. Andre a ioa neuze o ren he c’houezek vloaz.
Evit guelet ha delc’her a raje mad, ann Tadou hen
lakeaz da genta da ober al labouriou distera euz’ ar
gouent; evel: da skuba ann ti, da ziouall ann or, da
zervicha taol, da voalc’hi ar skudellou er gegin. Hogen,
foug a veze ennhan oc’h ober al labouriou-ze. Evelato
ar pez a garie dreist peb tra oa pedi ha beza sioul.
Aketuz oa ive da studia ha da viret a boent da boent reolenn he Urs : ato e veze ar c’henta er c’heur, ha biskoaz ne vankaz da zenti ouz he superiored. Ouspenn-ze, e kastize he gorf dre ar rusta pinijenn; dougen a rea brepred eur porpant reun, ha da lun, da verc’her, da vener ha da zadorn, e iune divar bara ha dour eun henor d’ar Verc’hez.
Bep guener ez ea gant eur baner da glask ann aluzenn hed a hed ar ru vraz e Florans. He gerent o doa mez oc’h he velet hag a rea fae varnhan; mes hen en em istime euruz da veza disprijet evel Jezuz-Krist, he Vestr. Eur guenorvez ez eaz evelse da gaout eunn eontr d’ezhan, he hano Iann. Hema en doa eur gouli enn he c’har, hag o veza ne c’helle ket bale, e tastume enn he di kement labaskenn a ioa e kear evit tremen he amzer gantho o c’hoari. Andre a lavaraz d’he eontr : « — Tonton Iann, c’hoant oc’h euz da veza pare? » Mes he eontr a respountaz : « — Mont a ri alese, klasker bara, te zo oc’h ober goab ac’hanon-me. » « — Ne d-it ket da folli, va zonton, eme Andre, mar oc’h euz c’hoant da veza pare, selaouit ann ali am euz da rei d’ehoc’h. » Iann a lavaraz neuze : « — Me rai ar pez a giri gant ma vezo em galloud. » « — Mad, eme he niz, mar oc’h euz c’hoant da veza pare, n’oc’h euz nemed iun epad c’houec’h devez, chom heb c’hoari epad seiz, ha lavaret bemdez epad ar seiz devez-se seiz Pater ha seiz Ave, hag ar Salve, Regina. » Ann tonton Iann n’oa ket devot, pell dioc’h eno ; evelato e lavaraz e raje ar pez a c’houlennet diganthan. Delc’her aeure d’he c’her, hag a henn ar seizved devez oa pare klok he c’har. Dont a reaz goudeze da veza eur c’hristen mad, ha ne ehane da drugarekaat Doue hag ar Verc’hez.
Eskop Fiezool o veza maro, Andre Korsin a oue choazet enn he blas. Belek oa dija pell a ioa, ha brudet e kement korn a ioa er vro dre he brezegennou leun a nerz, dre ar zantelez euz he vuez ha dre he viraklou. N’en doa ket he bar evit unani ar sperejou a veze troet ann eil a enep egile. Setu perak, eunn tamm freuz o veza savet e Bologn, ar pab her c’hasaz di da lakaat ar peoc’h, hag heb dale e teuaz a benn da ober adarre mignouned euz ar re a ioa kasouni etrezho.
Trizek vloaz a ioa ma laboure evel eur pastor mad ha karantezuz evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan pa glanvaz da noz ar pelgent er bloaz 1372, ha d’ar c’houec’h a viz genver varlerc’h e varvaz leun a veritou d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent.
Mamm Andre Korsin a c’hounezaz he mab da Zoue enn eur gomz outhan dre gaer, enn eur rei d’ezhan da anaout, dresik ha kempennik, e devoa he voestlet d’ar Verc’hez araok m’oa ganet zoken. Ma vije eat d’ezhan dre zrouk, ma n’e devije laosket varnhan nemed malloziou ha goall bedennou, ha great e devije-hi eur zant anezhan? Tadou ha mammou, mar oc’h euz bugale dizuj ha direol, kelennit anezho gant karantez hag heb ober re a drouz, klaskit ann hent da vont d’ho c’haloun ha dreist peb tra pedit evitho ; evelse, abred pe zivezad, o pezo ann eur d’ho guelet o tistrei var ann hent mad evel sant Andre Korsin.
gatha a ioa ginidik euz ar Sisiil, hag en em roaz da
Zoue azalek he bugaleach. O veza m’oa pinvidik hag
a lignez huel, e devije gellet ober eur fortun gaer er
bed; mes great e devoa he zonj da jom bepred guerc’hez.
Goulskoude ar gouarner, he hano Kuensian, a c’hoanteaz
he c’haout da bried; rak klevet en doa komz euz he
danvez hag euz he gened. Klask a rea eta ann dro d’he
guelet ha da ober anaoudegez ganthi evit esa gounit he
c’baloun.
Hogen, ann dra-ma a ioa enn amzer m’en doa ann impalaer Des douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Kuensian, o c’houzout oa Agatha kristenez, a reaz he digas dirazhan enn esper deseo anezhi d’he gemeret dre ar spount rak ann tourmanchou; mes gant gras Doue, ar Zantez a oue treac’h d’he foll finesaou ha d’he holl iudazerez. Ar gouarner a lakeaz anezhi da genta etre daouarn eur vaouez fall evit ober d’ezhi nac’h he feiz, ha lamet euz he spered ar zonj e devoa da jom bepred guerc’hez ; mes, a benn eur miz, ar vaouez fall-ze a renkaz mont da lavaret da Guensian e kolle he foan hag he amzer gant Agatha, ha n’e devoa biskoaz anavezet plac’h iaouank ebed ker pennok hag hounnez. Neuze ar gouarner a c’halvaz ar Zantez da vont d’he gaout hag a gomzaz outhi evelhenn :
« — N’oc’h euz ket a vez, eur verc’h a lignez nobl eveldhoc’h-hu, oc’h heul relijion ar gristenien,eur relijion hag a ziskar ann den betek renk ann esklavourien ? »
Agatha a respountaz raktal: « — N’euz noblans ebed par d’ann henor da veza e servich Jezuz-Krist. » « — Livirit d’inn da vihana, eme Guensian, perak e rit fae var hon doueou ? » « — Abalamour, eme ar Zantez, ann doueou-ze ne d-int nemed drouk-sperejou. » « — Mad, eme ar gouarner, euz a zaou unan : pe c’houi a ginnigo ezans d’hon doueou, pe e vezo red d’ehoc’h gouzanv a bep seurt poaniou evel ann dorfetourien. »
Var gement-se, Kuensian a roaz urs da zistaga eur javedad bennag gant Agatha, ha goudeze e lavaraz d’ezhi adarre : « — Adorit ann doueou, pe me ho koundaono da vervel e kreiz ar brasa tourmanchou. » Mes ar Zantez a respountaz : « — Ma laoskit al loaned gouez varnon, hano Jezuz hebken a vezo aoualc’h evit ho jench e loaned don. Mar c’houezit tan d’am devi, ann elez a skuillo gliz euz ann env evit dousaat va foan, ha mar fell d’ehoc’h va laza a daoliou fouet pe a daoliou kleze, ar Spered-Santel, o veza ennon bepred, a roio d’inn ar c’hras da veza krenvoc’h eget va bourrevien. »
O klevet eunn hevelep respount, ar gouarner a reaz
teuler Agatha enn eur prizoun tenval. Mes ar Zantez a
ioa kel laouen o vont di ha ma vez ar re all o vont da eur
fest. Antronoz-vintin e oue kaset adarre dirak Kuensian.
« — Ac’hanta, eme ar gouarner, sonjet oc’h euz da
zavetei ho puez ? » « — Jezuz-Krist eo va buez ha va
zilvidigez, » eme Agatha.
Ar c’homzou-ze a lakeaz Kuensian da vont enn egar. « — Ra vezo, emezhan, dispennet he chorf holl gant ivinou houarn ! » Mes ar Zantez a ioa eunn dudi evithi beza bourrevet evelse. « — Kement a blijadur am euz evelhenn, emezhi, hag eunn den hag a reseo eur c’helou euruz bennag, pe eunn all hag a erru gant eur mignoun en doa mall da velet, pe eunn all choaz hag en deuz kavet eunn tenzor euz ar re gaera. »
Ar gouarner a ioa muioc’h-mui a zrouk ennhan o velet ar joa a ziskoueze Agatha, ha setu hen ha rei urs da drouc’ha d’ezhi eur c’hostez euz he stomok. « — Den kriz ha didruez, eme ar Zantez neuze, n’oc’h euz ket a vez o lakaat ober kement all da eur plach iaouank? Ankounac’heat oc’h euz eta penaoz oc’h bet maget da genta gant ho mamm? » Goude ann tourmant nevez-se, Kuensian a reaz kas Agatha d’ar prizoun enn dro, enn eur zifenn grons lezel medisin ebed da dostaat outhi. Mes enn noz varlerc’h ann abostol sant Per a deuaz d’he guelet dindan furm eunn den koz, guenn he vleo, hag a bareaz he holl gouliou.
A benn pevar devez goude, e oue galvet da vont da gaout ar gouarner evit ann drede guech. Kuensian a oue souezet-maro pa remerkaz ne oa mui gouli ebed enn he c’horf. « — Piou, emezhan, en deuz ho pareet evelse ? » « — Jezuz-Krist, guir Vab Doue, » eme ar Zantez. Kerkent ar gouarner a ordrenaz diviska he dillad diganthi ha ruill anezhi var glaou beo ha tammou guer torret, a ioa taolet enn eunn douez var ar pave ; mes d’ann ampoent ann douar a grenaz, diou voger euz ann ti a gouezaz, ha daou vignoun d’ar gouarner a oue paket ha flastret dindan ar vein. Kuensian, spountet-holl, a lavaraz neuze kas Agatha d’ar prizoun adarre.
Ar Zantez a ioa dija hanter-varo, ha pa erruaz eno, e reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — O va Doue, emezhi, c’houi oc’h euz beillet varnon azalek va bugaleach, c’houi och euz va diouallet dioc’h karantez ar bed, c’houi oc’h euz roet d’inn ar c’hras da veza treac’h d’am bourrevien; mad, brema, plijet ganehoc’h reseo va ene etre ho taouarn ! » Enn eur achui ar c’homzou-ze e varvaz er bloaz 251, d’ann oad a eur bloaz var’nn ugent pe var dro. Prest goude, Kuensian a gouezaz enn dour enn eur dreuzi eur ster e bag, ha biskoaz ne oue gellet he zavetei na zoken kaout he gorf.
Santez Agatha e deuz great fae var henoriou ha plijadureziou ar bed. Hag hi c’hoaz iaouank-flamm e deuz gouzanvet poaniou skrijuz. Souezet oc’h marteze o klevet hano euz ann nerz-kaloun hag euz ar joa o deuz diskouezet ar Zent dirak ar varnerien hag e kreiz ar brasa tourmanchou. Hogen, eunn dra a zo souezusoc’h, a zo estonaploc’h c’hoaz : guelet peger lezirek ha pegen digaloun oump-ni e servich Doue goude kement all a c’hrasou, hag a c’hrasou a bep seurt, on euz resevet diganthan.
r zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz var dro ar bloaz 499. He dad her c’hasaz d’ar skol gant sant Hiltut,
hag en em gaout a reaz eno e koumpagnunez sant Samson
ha sant Paol a Leon. O veza m’en devoa eur spered
lemm, e teske ar pez a garie; mes mar d-oa aketuz d’ar
studi, oa aketusoc’h c’hoaz da labourat d’en em zantifia.
Enn eunn oad c’hoaz tener en devoa dija skiant ha furnez
eunn den koz.
Ar pez a remerket ennhan dreist pep tra oa he spered a binijenn : azalek he bemzek vloaz betek fin he vuez ne reaz nemed tri bred er zizun, ha c’hoaz ar pez a zebre ne oa netra, kouls lavaret. Dindan he zae c’hroz e touge bepred eur c’houriz reun ; kousket a rea var ar c’halet, hag eur mean a zerviche d’ezhan da benn-vele. Evel ne eve morse banne guin ebed, e oue leshanvet gant ar re all ann Ever dour.
Goude beza bet meur a vloaz er skol gant sant Hiltut, ez eaz da ober eunn dro d’ann Irland. Egiz ma teu ar guenan euz ho c’hestou enn hanv da gutuill var ar bokedou pe a dra da ober mel ha koar, evelse Jildas a vezaz d’ezhan ive mont er mieaz euz he vro enn he iaouankiz evit dastum ar c’henteliou hag ar skoueriou mad a ioa bet roet e leac’h all gant ar zent hag ann doktored koz. Pa zistroaz d’ar gear, e resevaz ann Urziou sakr hag e oue beleget. Neuze, o veza klevet ez oa c’hoaz eur maread paianed hag eunn niver bennag a heretiked er penn dioc’h ann Hanter-Noz euz a Vro-Zaoz, e skoaz raktal varzu eno. Kalz poan en devoue, da genta, evel ann abostol sant Paol guech all pa erruaz er Masedoan. Mes Doue a roaz kement a nerz d’he gomzou ma c’hounezaz heb dale ann holl baianed d’ar feiz, ha ma lakeaz ann holl heretiked da zistrei d’ar relijion gatholik. Anat oa da bep hini edo Doue ganthan ; rak rei a rea ar gueled d’ar re zall, ar c’hleved dar re vouzar, ar c’herzed d’arre gamm hag ar iec’hed da bep seurt tud klanv.
Goudeze e oue pedet gant santez Berc’hed da vont adarre d’ann Irland. Mont a eure, ha ne c’houfe den lavaret ar vad a reaz er vro-ze dre he brezegennou, dre he guzuliou santel ha dre ar c’houenchou hag ar skolachou a lakeaz da zevel.
Erfin Doue a roaz urs d’ezhan da zont da Vreiz-Izel. Senti a eure dioc’htu, ha setu hen enn hent. Eur vech digouezet e Breiz, ar Zant en em dennaz enn eunn enezennik a eskopti Guened hanvet enez Houat. Eno e tremene he holl amzer o lenn ar Skritur Sakr, o pedi hag o vedita. Mes ar besketerien hen diskuillaz da dud ann douar braz, hag abarz nemeur e oue guelet ar re-ma o tont d’he gaout a vandennadou evit klevet ganthan eur gomz vad pe eunn ali santel bennag.
O veza n’en doa ket a blas d’ho reseo holl enn he enezennik, ez eaz he-unan da jom enn douar braz, hag e savaz eur gouent e gour-enezenn Rhuis. diou leo dioc’h Guened. Ar gouent-se a oue heb dale leun a venac’h, ha Jildas a roaz d’ezho reolennou kaer evit ho zikour da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. A hent all e kendalc’he da ober miraklou hag e paree eur maread tud klanv. Prezeg a rea ive d’ar bobl gant kalz a nerz, ha rebech a rea ho dizursiou d’ar Vretouned gant hardisegez eunn abostol. Ar Vretouned a ioa d’ann ampoent enn eur stad reuzeudik, hag ar Zant a lavare d’ezho : « — Mar d-eo reuzeudik ho stad, ne dleit tamall nemedhoc’h hoc’h-unan. Ho pec’hejou hag ho puez fall eo o deuz c’houezet enn hoc’h enep ann tan euz a vuhanegez Doue. »
Sant Jildas a iea ato eur vech ann amzer da enez Houat. Hogen, eunn nozvez m’edo eno o pedi, eunn eal a ziskleriaz d’ezhan n’en doa mui nemed eiz dez da veva. Lakaat a eure raktal kas arc’helou-ze d’he gouent, hag e guirionez, a benn eiz dez goude e varvaz leun a veritou er bloaz 570.
Ar zant-ma ne eve nemed dour. N’e ket difennet eva guin, pe draou all, gant na’z eer ket dreist ar roudenn merket gant Doue ha gant ar rezoun he-unan. Ar pez a zo difennet eo eva re, ar pez a zo pec’hed eo karet re he vanne. Eur vez eo e rafe al loaned mud skol d’ann den e kenver ar poent-ma. Al loaned mud a c’hoar peur o deuz debret pe evet aoualc’h ; ann den, siouaz ! n’her goar ket. O tud, krouet gant Doue dioc’h he batrom hag hervez he henveledigez he-unan, ne d-it ket eta da eva betek beuzi ho skiant vad ! O kristenien, breudeur da Jezuz-Krist hag heritourien euz ann env, ne d-it ket d’en em garga betek ma ne c’hellit mui dougen ho samm, betek stleja ho padiziant er pri hag er vouillenn !!!
omuald a ziskenne euz a lignez ann duked a Raveenn
enn Itali, hag a heuliaz ar bed hag he blijadureziou
betek ann oad a ugent vloaz. Evelato pa veze o chaseal
var ar meaz, e kreiz ar c’hoajou, e lavare avechou
ennhan he-unan : « — Ama avad e ve eur plas brao
da zevel eunn ermitach. » P’edo o ren he ugent
vloaz, he dad a lazaz eunn den hag a ioa kar d’ezhan
oc’h en em ganna outhan divarbenn eur prat. Romuald
a oue test euz ar muntr-se, ha petra bennag n’en doa bet perz ebed ennhan, e kemeraz kement a velkoni gant
ann dra-ze ma sonjaz mont da ober pinijenn enn eur
gouent epad daou-ugent devez. Mes abarz ma oue echu
ann daou-ugent devez, e c’houlennaz beza resevet he-unan
e touez ar venac’h euz ar gouent.
Goude beza tremenet tri bloaz eno, ez eaz, gant kounje he zuperior, da gaout eunn ermit hag a ioa brudet er vro dre he vouiziegez var ar pez a zell oc’h servich Doue hag ouz ar zantelez. Ann ermit-ma a ioa kustumm da lenn bemdez levr ar Salmou a vouez huel enn eur bourmen enn dro d’he ermitach, ha Romuald a dlie respount outhan bep eil koublad. Mes ar manac’h iaouanka fazie aliez abalamour ne c’houie ket c’hoaz ar Salmou dindan evor. Hogen, bep vech ma fazie var eur ger bennag, ann ermit a zistage ganthan eunn taol guialenn var he skouarn gleiz. Gouzanv a reaz ann dra-ze pell heb en em glemm. Eunn devez goulskoude e pedaz he vestr da skei hiviziken var he skouarn deou; rak, emezhan. remerket en doa ne gleve mui kerkouls dioc’h ann tu kleiz. Ann ermit a oue souezet o velet pasianted Romuald, hag a-c’houdevez ne oue mui ker rust enn he genver.
Ar manac’h iaouank a deuaz heb dale da veza skouer ann holl ermited all dre he humilite, dre he aked da bedi ha da labourat. ha dreist peb tra dre he iuniou hag he binijennou. Kement-se a reaz d’ann drouk-spered mont enn egar. Klask a eure he spounta enn eur ober trouz enn he lochenn, pe oc’h en em ziskouez dirazhan dindan eur furm heuzuz bennag. Avechou zoken her pile d’ann douar, e vrese anezhan dindan he dreid, hag e voustre varnhan egiz p’en devije c’hoant d’he vouga. Mes Romuald, ato leun a feiz hag a fizians e Doue, a oue bepred treac’h da holl ardou ann ærouant. « — Petra glaskez ama, a c’houlenne diganthan, goude moud bet stlapet er meazeuz ar baradoz? Mont a ri kuit, loan hudur… » O klevet ar c’homzou-ma, Satan a dec’he lostek diouthan.
Mar grea evelse mez d’ann drouk-spered, e rea ive avechou goab euz he gorf evit he gastiza muioc’h-mui. Lakaat a rea servicha d’ezhan eunn tamm boued fin bennag, ha neuze e lavare outhan he-unan : « — Setu aze avad, Romuald, eunn tamm boued hag a rafe plijadur d’id. Me zo sur te lipfe da vourrou goude beza debret hennez. Mad, kaer az pezo, ne danvai ket anezhan : gant ar guel hebken e renki karga da gof. » Enn despet d’he binijennou, d’ar vrezel a rea d’ezhan ann drouk-spered ha d’ar pez en devoue da c’houzanv euz a berz ann dud fall, ar Zant ne veze morse tenval he benn, hag ar joa a bare bepred var he dal a lakea ive ar re all da veza laouen eveldhan.
Kement a dud a zirede d’he gaout evit deski ganthan ar guella feson d’en em zantifia ma renkaz sevel evitho eunn niver braz a gouenchou. Betek kant a zavaz dioc’htu e nebeut bloaveziou. Mes ar vrudeta eo hini Hamaldoli enn Toskaan. Eunn devez Romuald a ioa en em roet da gousket eno e tal eur feunteun, ha setu, epad he gousk, e velaz eur skeul hag a ioa he zroad var ann douar hag he beg harp enn env. Eur vandenn venac’h, guisket e guenn, a bigne hag a ziskenne dre ar skeul. Pa zihunaz, ar Zant a gountaz ann huvre-ze d’he ziskibien, ha goudeze e reaz d’ezho kemeret eur zae venn e plas ar zae zu a zougent araok. Evelse e teuaz da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h, hanvet Kamalduled, hag hen a oue ann abad kenta pe ar c’henta superior euz ann Urs-ma.
Romuald a vevaz betek ann oad a c’houec’h-ugent vloaz, istimet hag henoret gant ar brinsed hag ar rouaned kouls ha gant ar bobl. Ouspenn m’en d’oa bet digant Doue ann donezoun a viraklou, e tisklerie c’hoaz avechou ar pez a dlie erruout enn amzer da zont. O c’houzout e tostea he heur diveza, e lakeaz ober evithan eunn toullik-kambr kloz el leac’h ma tremenaz hiviziken ann deiz hag ann noz heb lavaret ger, hag ato he-unan gant Doue. Ac’hano eo e nijaz he ene santel d’ar baradoz er bloaz 1027 goude donedigez hor Zalver.
Da genta. — Buez ar Zent a laka va c’haloun da ranna. Mez am
euz pa velann petra o deuz-hi great ha petra a rann va-unan.
D’ann eil — Peger spountuz eo barnedigez ann Aotrou Doue! Seul-vui ma sonjann e kement-se, seul-vui e kav d’inn n’emaounn ket c’hoaz e stad da vont dirak va barner.
D’ann trede. — Bevet em euz ugent vloaz er bed ha kant er gouent pe enn eunn ermitach. Peger berr eo bet ar c’hant Vloaz-ma, ha pegen hirr, peger poaniuz eo bet ann ugent vloaz all!
r zant-ma a ioa ganet e Frans, enn tu dioc’h ar C’hresteiz, er bloaz 1160. Araok ma teuaz er bed, ar
Verc’hez Vari a ziskleriaz d’he vamm e divije eur mab
hag a garje he nesa betek riskla he vuez evit prena ar
gristenien a ioa enn esklavach etouez ann dud divadez.
Kerkent ha ma oue ganet, ar vamm vad-se her c’hinnigaz
da Zoue hag her goestlaz d’ar Verc’hez evel eur frouezenn
benniget hag a ioa dija merket he flas e liorzou ar
baradoz.
E guirionez, biskoaz ne oue guelet eur c’hrouadur devotoc’h evithan. Ar vugale all a vez ato o klask mont da c’hoari, hag hen, er c’hountrol n’en em blije nemed o pedi Doue hag o sonjal e traou ann env. Kalz truez en doa ive ouz ar beorien, ha ne veze morse eurusoc’h eget pa c’helle rei eunn dra bennag d’ezho.
D’ann oad a zaouzek vloaz, e oue kaset d’ar skolach, ha goudeze ez eaz da Baris da studia ann theoloji. Eno e resevaz ann Ursiou sakr. Hogen, enn devez ma oue beleget, d’ann ampoent m’edo ann Aotrou’nn Eskop oc’h astenn he zaouarn varnhan enn eur lavaret: « — Resevit ar Spered-Santel, » e oue guelet eur flamm tan o tiskenn var he benn, evit diskouez e felle d’ar Spered-Santel skuill he c’hrasou gant largentez enn he ene evel m’ho skuillaz guech all e kalounou ann Ebestel.
Antronoz-vintin, Iann Matha a ieaz da lavaret he offerenn genta da japel ann eskopti, ha setu, da vare ar gorreou, e remerkaz azioc’h ann aoter eunn eal guisket e guenn, hag eur groaz ruz ha glaz enn he gerc’henn. E kichen ann eal ez oa daou gaptiv, eur c’hristen hag eur morian. Ar belek iaouank a goumprenaz dioc’htu oa galvet gant Doue da brena ar gaptived a ioa kouezet etre daouarn ann Turked pe ann dud divadez; mes ne c’houie ket penaoz en em gemeret evit kement-se.
Evit anaout guelloc’h bolontez Doue, ec’h en em dennaz da genta enn eul leac’h distro ha gouez, pell dioc’h trouz ar bed. Kaout a reaz eno eunn ermit santel, he hano Feliz a Valoa, ha chom a eure tri bloaz e koumpagnunez ann ermit-ma. Eunn devez m’edont ho daou e tal eur feunteun o kaozeal divar benn traou ann env, e veljont o tont varzu ennho eur c’haro guenn-kann hag a ioa eur groaz ruz ha glaz etre he gerniel. Feliz, souezet-maro, a c’houlennaz raktal : « — Sell, petra zinifi ann dra-ze da vihana? » Iann Matha a gountaz d’ezhan neuze ar pez a ioa c’hoarvezet p’edo o lavafet he offerenn genta, ha var gement-se ann daou ermit en em lakeaz da greski ho iuniou hag ho fedennou. Abarz ar fin eunn eal a deuaz a benn teir guech da lavaret dezho mont da Rom da gaout ar Pab. « — Eno, eme ann eal, e klevot petra oc’h euz da ober. »
Ar Pab ho digemeraz gant karantez hag a ieaz antronoz da offerenna da iliz Sant-Iann-Latran. Hogen, epad m’edo o sevel ann hosti d’ar gorreou, e velaz he-unan azioc’h ann aoter eunn eal guisket e guenn, gant eur groaz ruz ha glaz enn he gerc’henn. Goude ar burzud-se ne jomaz mui da varc’hata, ha kerkent e tiskleriaz d’ann daou zant e kave mad e savchent eunn Urs nevez a venac’h, dindan hano ann Dreinded Sakr, evit prena ar gaptived a ioa enn esklavach etouez ann Turked. Ar venac’h-ma a dlie dougen eur zae venn gant eur groaz ruz ha glaz var c’horre, hag ar pab a roaz dioc’htu ar viskamant-se da Iann Matha ha da Feliz a Valoa.
Ann Urs nevez en em skignaz buhan e Frans, enn Itali hag e Spagn. Iann Matha o veza kaset daou euz he venac’h da rouantelez Marok enn Afrik, ann daou vanac’h-ma a brenaz enn dro genta c’houec’h kaptiv ha naougent. Goudeze ez eaz he-unan da Dunis, hag e tigasaz gantha ac’hano dek prizounier ha kant.
Mont a eure di eur vech all c’hoaz; mes enn dro-ma e oue dare d’ezhan koll he vuez, ha ne c’hellaz en em zavetei nemed dre virakl. Dija en doa prenet c’houec’h-ugent kaptiv hag edo enn hent evit distrei d’ar gear gant-ho, pa zonjaz ann Turked he laza evit paka adarre ar gaptived en doa tennet euz adre ho daouarn. Etre daou goulskoude e teuaz eur zonj all enn ho spered, mes eur zonj ker fallakr hag hounnez pe fallakroc’h zoken.
Distaga a rejont ar stur dioc’h al lestr m’oa pignet ar Zant ennhan gant ar brizounierien en doa prenet, ha goude beza roget ar goeliou, hen lezchont da vont he-unan el leac’h ma karje ar mor hag ann avel he gas : esper o devoa ne zaleje ket da veza kollet tud hag all. Mes Iann Matha, leun a fizians e Doue, a stagaz he vantell oc’h ar guerniou da zervichout da lien, ha kerkent ann avel a grogaz er goel-ze a c’hiz nevez hag a boulzaz al lestr var ehun da borz Ostii. Ar porz-ma a zo pemp pe c’houec’h leo dioc’h Rom ha tost tri c’hant leo dioc’h Tunis.
Ar Zant a dremenaz ann daou vloaz diveza euz he vuez e Rom, o vizita ar brizounierien hag ann dud klanv hag o prezeg d’ar bobl. Erfin, dinerzet-holl dre he binnijennou hag he labouriou abostolik, e renkaz chom d’ar guele, ha prest goude e varvaz, er bloaz 1213, d’an oad a dri bloaz hag hanter-kant.
Jezuz-Krist a lavar d’eomp enn Aviel ne lezo ket heb rekoumpans
eur banne dour hebken roet d’ar paour enn he hano. Ma ne c’hellit ket
ober aluzennou braz, grit da vihana ar pez a zo enn ho kalloud evit ho nesa enn he zienez pe evit dousaat he boan. It evel ar zant-ma da velet ann dud klanv euz ho karter ; klaskit ann tu da ober vad d’ho c’horf ha d’ho ene ; en em ginnigit da veilla gantho mar bez ezomm. Evit ann distera tra a reot evelse dre garantez evit Doue, oc’h sur da
veza paet mad eunn deiz gant ann Tad oc’h euz enn env.
ar a greder, sant Tit a oue gounezet d’ar feiz ha badezet gant ann abostol sant Paol ; rak he dad hag
he vamm a ioa paianed ho daou. Guella testeni a c’houfemp
da gaout euz he virit hag euz he zantelez eo ar garantez
hag ann istim en devoa sant Paol evithan. Ar garantez-se
a ioa ken tener ma lavar ann Abostol enn
unan euz he liziri : « — Pa erruiz el leac’h ma’l leac’h,
va spered n’en devoue repoz ebed abalamour n’em
boa ket kavet eno va breur Tit. » Ha larkoc’h e lavar
c’hoaz er memes lizer : « — Mes ann Doue a gemer
truez ouz ar re humbl en deuz lamet ann enkrez divar
va spered o lakaat Tit da zigouezout. »
Sant Paol a joazaz ann hini a hanve he vab ker Tit, evit he zikour enn he labouriou abostolik. He gas a eure ganthan da gonsil Jerusalem, ha pevar bloaz goude her c’hasaz enn he blas da Gorinth, el leac’h m’oa savet eunn tamm rouestl hag eunn dizurs bennag etouez ar gristenien. Tit a c’hounezaz dioc’htu kalounou ann holl dre he zousder hag he furnez. Lakaat a reaz adarre ar peoc’h da ren, ha goude beza renket ann traou evel ma’z oa dleet, e tistroaz da gaout ann Abostol. Sant Paol her c’hasaz: di eur vech all da lavaret d’ann dud fidel delc’her prest ann aluzennou en doa goulennet digantho evit peorien Jerusalem, a benn ma’z aje he-unan d’ho c’herc’hat.
P’edo o treuzi ar mor evit mont adarre e kostez ar
Zao-Heol goude ann dro genta m’oa bet er prizoun, sant
Paol a reaz eunn ehan enn eunn enezenn a hanvet neuze
enez Kret hag a hanver hirio enez Kandii. Hogen, epad
ma oue eno, e sakraz Tit, he ziskib ker, eskop, ha pa
deuaz kuit, e lezaz anezhan var he lerc’h enn ene-zenn-ze.
Goulskoude, ann Abostol ne c’hellaz ket chom pell heb he goumpagnoun. Skriva a eure d’ezhan da vont d’he gaout da Nikopolis el leac’h m’en doa sonj da dremen ar goanv, hag er bloaz varlerc’h her c’hasaz da brezeg ann Aviel d’ann Dalmasii. Ac’hano sant Tit a zistroaz da enez Kret, hag hiviziken ne guiteaz mui ann enezenn-ma.
Al lizer en doa bet digant sant Paol a zo deuet betek ennomp : er Skritur Sakr ema. Ebarz el lizer-ze, ann Abostol a lavar da genta d’he vab ker Tit n’en deuz he lezet e Kret nemed evit renka ann traou n’en deuz ket bet amzer da renka he unan, ha lakaat eskibien all ha beleien er c’heariou a zo enn enezenn. Merka a ra d’he ziskib pe seurt tud a dle da henvel da eskibien ha da biou e tle rei ann Ursiou. Goudeze e tiskouez d’ezhan penaoz en em gemeret evit difazia ha digas var ann hent mad ar re ne d-eont ket ehun aoualc’h gant ar virionez, hag evit kelenn ann holl peb hini hervez he oad hag he stad. Lavaret a ra d’ezhan erfin beza ato skouer ann dud fidel dre he gomzou, dre he oberiou, dre gement feson a zo.
Sant Tit a heuliaz a boent da boent aliou ann abostol sant Paol. Aketuz e oue bepred d’he holl zeveriou a eskop, ha ne ehane da labourat, heb damant ebed d’he boan, evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Mervel a reaz leun a veritou d’ann oad a bevarzek vloaz ha pevar-ugent, hag he gorf a oue enterret enn iliz m’oa bet sakret eskop gant ann abostol sant Paol.
Pa alier ar gristenien da gerzet var roudou ar zent, kalz a gav digarez da lavaret ne oufent ober traou burzuduz evel o deuz great ar re-ma.
Ne velomp ket e buez sant Tit en defe great miraklou, na zoken pinijennou braz ; penaoz eta eo deuet da veza sant? Oc’h ober ato he zever guella ma chelle, oc’h heul a boent da boent ar c’henteliou hag
ann ahou mad roet d’ezhan gant sant Paol. Grit eveldhan : bezit ato fidel d’hoc’h holl deveriou a relijion ; heuillit bepred a boent da boent ar c’henteliou hag ann aliou a ro d’hoc’h ar re a zo karget d’hoc’h hencha
da vont d’ar baradoz, hag evelse oc’h sur ive d’en em zantifia e berr
amzer.
r zantez-ma a ioa ginidik euz ann Itali ha c’hoar da
zant Beneat. He zad hag he mamm a zavaz anezhi e
doujans Doue, hag azalek he bugaleach e reaz ato fae
var ann dillad kaer ha var ar braoigou karet gant ar bed;
he mamm e devoa desket d’ezhi n’euz netra par d’ar
vodesti ha d’ann devosion evit rei doare vad da eur
plac’h iaouank. Meur a zichentil a c’hoanteaz he c’haout
da bried; mes great e doa dija veu da jom bepred guerc’hez.
O veza klevet hano euz ar vuez burzuduz a rene he breur var menez Kasin, ec’h en em zantaz poulzet da gemeret skouer diouthan ha d’en em denna ive ena eur plas distro bennag evit tremen eno he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Sant Beneat, oc’h anaout oa Doue he-unan en devoa lakeat ar zonj-se e spered he c’hoar, a roaz d’ezhi eur reolenn a vuez henvel tost da vad ouz ann hini a viret enn he Urs, hag a reaz sevel evithi eunn ermitach pe eur gouent varnhed diou pe deir leo dioc’h menez Kasin.
Heb dale e teuaz di eur maread merc’hed iaouank da c’houlenn ober koumpagnunez da Skolastik hag heul ar reolenn a vuez e devoa bet digant he breur. Ar Zantez ho digemeraz gant joa, ha beva a rejont asambles evel elez var ann douar. Ar bed ne oa mui netra evitho: ho spered hag ho c’haloun a veze noz-deiz enn env gant ann Aotrou Doue.
Sant Beneat hag he c’hoar ne oa ket goall bell etrezho. Goulskoude n’en em velent nemed eur vech er bloaz, ha c’hoaz ne d-eant morse ann eil da gouent egile. Merka a reant eunn devez d’en em gaout ho daou d’ann heur ma’nn heur enn eur verouri hag a ioa enn hanter’nn hent, pe var dro, etre ann diou gouent. Eno e choment neuze eur pennad da gomz a draou mad ha santel.
Hogen, eur blavez m’oant eat evelse d’en em velet hervez ho c’hustumm, Skolastik a lavaraz d’he breur dioc’h ar pardaez : « — Va breur ker, chomit hirio, me ho ped, da dremen ann noz ganen ma kaozeimp hon daou ac’hann da varc’hoaz divar benn gloar ha joausded ar baradoz. » Mes sant Beneat a respountaz : « — Petra livirit, va c’hoar geaz ? Ne c’hellann ket chom; pec’hed am befe o tremen ann noz er meaz euz va c’houent. »
O klevet ar respount-se, ar Zantez a oue rannet he c’haloun, ha setu hi ha kroaza he daouarn var ann daol hag harpa he fenn var c’horre. Kerkent e tirollaz da vouela enn eur bedi Doue da gaout truez outhi, ha kerkent ive e savaz eur barr-arne spountuz petra bennag m’oa digoc’henn-kaer ann amzer. Al luc’hed a zilamme enn ti, ar gurun a strake hag ar glao a goueze teo ha puill egiz pa vijet bet o teuler dour gant barazou. Ne zerviche mui da Veneat sonjal distrei d’he gouent. Pa velaz ann dra-ze, ar Zant a skandalaz he c’hoar goustadik enn eur lavaret : « — Va c’hoar geaz, petra oc’h euz-hu great? Plijet gant Doue ho pardouni! »
Mes Skolastik a respountaz : « — Pedet em euz ac’hanhoc’h, ha noc’h euz great van. Goudeze em euz pedet ann Aotrou Doue, ha Doue en deuz va zelaouet; brema it d’ar gear mar gellit, ha list ac’hanon ama va-unan. »
Sant Beneat a goumprenaz dre ar mirakl a ioa c’hoarvezet oa bolontez Doue e chomje da dremen ann noz gant he c’hoar. Chom a eure, ha betek goulou-deiz ne ehanjont ho daou da gomz euz a euruzded ar Zent er baradoz. Da c’houlou-deiz, peb hini anezho a zistroaz d’he gouent.
Tri devez goude, Beneat a ioa enn he gambr pa velaz, enn eur zellet enn ear, ene Skolastik o nijal d’ann env dindan furm eur goulmik venn. Raktal ec’h en em lakeaz da veuli ha da drugarekaat Doue, ha goudeze e kasaz lod euz he venac’h da gerc’hat korf he c’hoar evit he enterri er bez a ioa dija toullet evithan he-unan. Ar breur hag ar c’hoar-ma n’o doa bet epad ho buez nemed eunn hevelep spered hag eunn hevelep kaloun; evelse n’o devoue ken nebeut nemed eunn hevelep bez goude ho maro.
Santez Skolastik a varvaz e tro ar bloaz 543 goude donedigez hor Zalver.
Sant Beneat ha santez Skolastik n’en em velent nemed eur vech er bloaz. ha p’en em gavent asambles, ne gomzent nemed euz a Zoue hag euz a draou mad ha santel. Nag a dud zo hag a goll ho amzer o redet euz ann eil ti d’egile heb ezomm ebed ! Nag a re all ha ne vez gantho, p’en em velont, nemed kaoziou difoun ha goullou! Nag a re all c’hoaz a ne reont nemed dispenn ho nesa ha dorna a bep seurt traou divar he benn, bep tro ma’c’h en em gavont enn eur goumpagnunez bennag! Nag a re all erfin ha ne d-eont d’en em velet nemed evit maga eur garantez hag eur vignounach ha n’int ket pur aoualc’h dirak Doue! Diouallit da goueza enn unan pe unan euz ar faotou-ze, ha p’o pezo eur vizit bennag da ober, beillit varnhoc’h gant ar brasa evez evit na deuot ket d’ar gear gant eur zamm nevez var ho koustians.
emon a ioa ganet er C’hatalogn, e Spagn, a dud a lignez
huel. Douget oa d’ar vertuz azalek he vugaleach, ha
pa oue echu he studi ganthan, ec’h en em lakeaz he-unan
da ober skol d’ar re all evit netra. Goudeze ez eaz da
zeski al lezennou da skolach braz Bologn, enn Itali, hag
a benn eunn nebeut bloaveziou e oue hanvet da rejant
er skolach-se. Mes eskop Barseloonn, oc’h anaout he virit
hag he vouiziegez, her pedaz da zistrei d’ar Spagn.
Eno e oue great chaloni, hag er garg-ma e servichaz da
skouer d’ann holl dre he aked da zont d’ann offis, dre he
garantez evit ar beorien ha dre he zevotion evit ar
Verc’hez.
Evit ren eur vuez santeloc’h ha nebeutoc’h a vel d’ann dud e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik. Hogen, ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz er stad-se d’ar relijion ha d’he vro. Da genta, e skrivaz eul levr kaer evit kelennadurez ar gonfesored. Goudeze e sikouraz sant Per Nolask ha roue Aragon da zevel eunn Urs nevez a venac’h evit prena ar gaptived kristen a ioa er prizoun pe enn esklavach etouez ann Turked. Labourat a eure he-unan da c’hounit d’ar feiz ann Turked hag ar Iuzevien a ioa o chom e mesk ar gristenien gatholik, ha poania a reaz dreist pep tra da viret na vije touellet ar re-ma gant ann dud divadez-se. Ne skuize morse o prezeg hag o kovez, ha redet a eure dre gement korn a ioa er C’hatalogn, enn Aragon hag e rouantelez Kastill evit alia ar bec’herien da ober pinijenn hag ho unani gant Doue. Erfin, dre he guzuliou ato leun a furnez, e lakeaz ar rouaned hag ar brinsed da zougen meur a lezenn evit gloar ann Iliz ha mad ho zujidi.
Etre daou sant Remon a oue galvet da vont da Rom gant ar pab Gregor Naved. Ar pab-ma her choazaz raktal evit he gonfesour, hag her c’hargaz da zastum dioc’h renk liziri hag ordrenansou ar pabed a ioa bet enn he raok, evit ober eul levr anezho. Pa oue echu al labour-ze ganthan, Gregor Naved a zonjaz he henvel da arc’heskop e Tarragoonn; mes ar Zant ne falvezaz ket d’ezhan kounsanti a briz-ebed. Neuze e kouezaz klanv, hag ar vedisined a lavaraz en doa ezomm da gemeret ear he vro evit parea. Lezet e oue eta da zistrei d’ar Spagn, ha kerkent e teuaz he iec’hed da veza ker krenv ha biskoaz.
Goulskoude, ar vuez a rene Remon enn he gouent a ioa kaled meurbed. Chom a rea da bedi betek pell enn noz, ha var ar zizun ne zebre morse nemed eur vech bemdez. Aoun en doa ato da veza trec’het gant ann ourgouill, hag abalamour da ze ne ehane da gastiza he gorf dre ar binijenn. Er bloaz 1238, e oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs. Ne gemeraz ar garg-se nemed enn eur vouela, ha kenta ma kavaz ann dro, e roaz ann dilez anezhi. Epad ann daou vloaz ma oue superior jeneral, ez eaz var he droad da vizita ann holl gouenchou m’en doa da velet varnho.
Mes, kaer en devoa tec’het araok ann henoriou, dalc’h-mad en deveze eur gefiridi vraz bennag da ober euz a berz ar pabed. E kement leac’h ma veze eur gudenn bennag da zirouestla, sant Remon eo a veze karget euz ann dra-ze. Roue Aragon a gendalc’he ive da c’houlenn kuzul diganthan. Ar roue-ma her pedaz eunn droiad da vont da ober koumpagnunez d’ezhan da enez Majork. Ar Zant a ieaz petra bennag m’oa koz dija. Mes eur vech digouezet eno e klevaz ez oa eur vaouez a re oc’h heul ar roue, ha raktal e lavaraz kas haunnez kuit. Ar roue a respountaz her graje ; mes n’her greaz ket dioc’htu, ha Remon ne falvezaz ket d’ezhan chom pelloc’h enn enezenn.
Goulskoude, difenn a ioa, dindan boan a varo, da rei bag d’ezhan da zistrei d’ar gear. « — Ah ! evelse eo, eme ar Zant; rouaned ann douar n’o deuz ket a c’hoant e treuzfenn ar mor ; mad, Roue annenva bourveo. » Var gement-se e led he vantel var ann dour, hag o veza great sin ar groaz, ec’h en em astenn varnhi gant fizians. Ann avel a boulz araok ar vag-se a c’hiz nevez, hag a benn c’houec’h heur goude Remon a ioa erruet e Barseloonn. Hogen, Barseloonn a zo teir leo hag hanter-kant dioc’h enez Majork. Ar mirakl-ma a zigoraz he zaoulagad d’ar roue, ha lakaat a eure er meaz var ann heur ar vaouez a re a zalc’he enn he balez.
Sant Remon a vevaz betek ann oad a naontek vloaz ha pevar-ugent. He glenved diveza ne oueket hirr, ha mervel a reaz e peoc’h d’ar c’houec’h a viz genver euz ar bloaz 1275. Roue Aragon ha roue Kastill a deuaz ho daou d’he enterramant.
Roue Aragon a gasaz kuit dioc’htu ar vaouez a re a zalc’he enn he balez pa glevaz hano euz ar mirakl en doa great Doue e kenver sant Remon. Ne c’hortozit ket e rafe Doue eur mirakl evelse evit kas divar ho tro ar re a c’hellfe beza kaoz d’hoc’h d’en em zaoni, pe evit tec’het hoc’h-unan dioutho. Selaouit petra lavar d’eomp var gement-se hor Zalver Jezuz-Krist enn Aviel, ha lakit ar c’homzou-ma doun enn ho spered hag enn ho kaloun : « — Mar d-eo ho lagad kaoz d’ehoc’h da offansi Doue marvelamant, diframmit anezhan euz ho penn ha stlapit-hen pell diouzoc’h ; rak guell e d’ehoc’h mont d’ar baradoz gant eul lagad hebken eget mont d’ann ifern da zevi gant ho taou lagad. » Al lagad ama a zinifi eunn den, goaz pe vaouez, nag a garer kement ha mab al lagad. Mar d-eo ann den-ze kaoz d’ehoc’h da offansi Doue marvelamant, e renkit hasta affo her pellaat diouzhoc’h pe en em bellaat diouthan : anez, e chomit ato var hent ann ifern.
r zantez-ma, merc’h da Loiz Unnek, roue Frans, a
ioa douget d’ar vertuz ha d’ann devosion azalek he
c’henta bugaleach. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz ma
ne roe peoc’h ebed defot he c’has d’ann iliz da bedi
Doue. Ar pez a glaske dreist peb tra oa beza mignoun
d’ar Verc’hez, ha goulenn a rea aliez ouz ar vamm benniget-ma
petra renke da ober evit plijout d’ezhi hag he
zervicha evit ar guella. Eunn devez, Mari a respountaz
d’ar brinsez iaouank e tlie sevel enn he henor eunn Urs
nevez a leanezed, ha divar neuze Janned ne zonjaz mui
nemed da guitaat ar bed ha da heul Jezuz-Krist.
Mes ar roue he zad en devoa eur zonj all, hag a felle d’ezhan a-grenn he dimezi d’ann duk a Orlean. Ar Zantez a oue kontroliet-braz gant ann dra-ze. Senti a reaz evelato enn eur lakaat he holl fizians e Doue, hag ober a eure kement a ioa enn he galloud evit gounit kaloun ann duk a Orlean. Mes ar prins-ma ne brijaz morse anaout anezhi evit he bried, hag ar pab Aleksandr VI, goude beza karget eur c’hardinal ha daou eskop da ober eunn enklask piz var gement-se, a ziskleriaz erfin oa nul ann dimezi a ioa etrezho.
Janned a zridaz he c’haloun pa glevaz ar c’helou-ze. « — Doue ra vezo meulet! emezhi; hiviziken e vezo easoc’h d’inn implija va holl amzer enn he zervich. » En em denna a reaz raktal e kear Bourj, el leac’h ma oue roet eur palez d’ezhi gant ar roue, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez. He c’henta soursi a oue da zevel eunn Urs nevez a leanezed evel a ioa bet lavaret d’ezhi gant ar Verc’hez enn he bugaleach ; mes poan aoualc’h e devoue o tont a benn euz ann dra-ma. He c’honfesour zoken a oue pell enn he enep, ha goudeze ar pab a zaleaz pell ive da rei he aotreadur. Abarz ar fin goulskoude e oue renket peb tra evel ma c’hoantea ar Zantez. Ann Urs nevez a oue kaved mad gant ar pab, ha Janned he-unan a reaz he veuiou solanel da zeiz ar Pantekost 1503. Evelato ne d-eaz ket da jom d’ar gouent a ioa savet evit leanezed he Urs. Dre ali he c’honfesour e kendalc’haz da veva enn he falez abalamour ma c’helle ober muioc’h a vad evelse; mes ann dra-ze ne vire ket outhi da heul a boent da boent ar reolenn a vuez a heulie al leanezed all.
Kastiza a rea he c’horf dre binijennou rust. Ne zebre nemed boued groz ha dister, ha d’ann deiziou vijil ne danvea morse ann amann nag ar viou. Eur porpant reun a zouge bepred, hag er porpant-se ez oa, e kostez ar galoun, pemp tach arc’hant begou lemm d’ezho. Izeloc’h eged ar porpant reun e touge c’hoaz eur jadenn houarn, ha goude he maro e oue kavet ar jadenn-ma sanket er c’hig. A hent all, oa evel eur vamm evit ar beorien, ha dreist holl evit ann dud klanv. Paour ebed ne rea tro c’houllou enn he zi; he medisined a gase da velet ar re glanv euz he ferz, ha goudeze e louzaoue anezho he-unan hag e sec’he gant he daouarn al lin brein a deue euz ho gouliou : meur a hini a bareaz evelse dre virakl.
He c’harantez evit Jezuz-Krist e sakramant ann aoter a ioa ker birvidik ma ne chelle ket tostaat ouz ann daol zantel heb skuill eur mor a zaelou. N’e devoa ket nebeutoc’h a zevosion evit pasion ha maro hor Zalver. Lakeat e doa ober enn he jardin eur bez henvel oc’h he hini ; eno ec’h en em denne aliez da zonjal er poaniou en deuz gouzanvet evidomp, hag a greiz medita var ar poaniou-ze e tirolle da vouela hag e skoe a daoliou mein var boull he c’haloun noaz.
Santez Janned n’e devoue ket amzer da velet o kreski
hag oc’h en em astenn ann Urs nevez e devoa savet.
Klenver a eure da c’houel ar Rouanez, er bloaz 1505, ha
d’ar pevar a viz c’houevrer euz ar memes bloaz ez eaa
da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha
d’he oberiou mad. Ne oa c’hoaz nemed daou-ugent vloaz.
Seiz vloaz hag hanter-kant goude he maro, e oue kavet he c’horf ker fresk ha pa vije bet beo, hag epad m’edo ar brotestanted oc’h he gas gantho da zevi, e oue klevet oc’h huanadi betek teir guech dioc’htu. Unan euz ann heretiked-se a oue fallakr aoualc’h evit planta he gleze ennhan en arroud ar galoun, ha kerkent, dre eur burzud nevez, e teuaz ar goad a red euz ar gouli en doa great.
Eunn dimezi great hervez lezennou Doue, lezennou ann Iliz ha lezennou ann natur, ne c’hell morse beza torret : ar pab he-unan n’en deuz ket ar c’halloud d’he derri. Petra zo kaoz eta m’en deuz ar pab Aleksandr VI diskleriet oa nul ann dimezi a ioa etre santez Janned a Valoa hag ann duk a Orlean, deuet goudeze da veza ar roue Loiz XII? Ar pez zo kaoz eo ma vanke eunn dra bennag d’ann dimezi-se evit beza eur guir briedelez kristen a zo er memes amzer eur c’hountred hag eur zakramant. Hogen, ar c’hountred ne dal netra mar d-eo kountrol da lezennou Doue, da lezennou ann Iliz pe da lezennou ann natur, ha ma ne dal netra ar c’hountred, n’ez euz sakramant ebed ken nebeut. Ann dud iaouank a zo o vont da fortunia a dle teuler evez ouz ann dra-ma, ha diouall na ve etrezho eur gerentiez pe eunn dra all bennag hag a vir outho d’en em gemeret ann eil egile da bried. Rak mar d-euz eunn dra bennag hag a vir outho d’en em gemeret ann eil egile da bried, ho dimezi a ve nul, kaer o defe beza eureujet, nemet dispans a ve bet roet d’ezho.
irill a ioa niz da Deophil, eskop Aleksandrii, hag a
studiaz abred ar Skritur Sakr hag ar skianchou all.
O veza m’en doa eur spered lemm,e teuaz da veza
habil e berr amzer, ha goude maro he eontr, e oue hanvet
da eskop enn he blas.
Diskouez a eure dioc’htu oa ar pastor mad ne espern netra evit miret na ve taget he zenved gant ar bleiz. Rak kenta tra a reaz a oue lakaat serra ilizou ann Novasianed ha kas ar Iuzevien kuit euz a gear. Ann Novasianed a ioa eur rumm heretiked hag a lavare ne c’hellet ket rei ann absolvenn d’ar re o doa nac’het ho feiz dirak ar varnerien, n’euz fors pegement a geuz o devije. Ann eskop nevez en devoue aoun na’z aje ann dud fidel da zelaouar fals doktored-se, ha setu perak e lakeaz serra ho ilizou. Ar Iuzevien, dioc’h ho c’hostez, ne ehanent da ober goall vuez d’ar gristenien, ha Sirill a zonjaz oa he zever pellaat dioc’h he vugale kouls ar re a glaske noazout d’ezho enn ho c’horf evel ar re a glaske koll ho ene.
Goulskoude, gouarner kear a ieaz enn egar outhan abalamour m’en doa kaset ar Iuzevien kuit, hag a skrivaz var gement-se d’ann impalaer. Mes ar Zant a skrivaz ive d’he dro, hag ann impalaer a respountaz d’ezhan en doa great mad. Hiviziken ar Iuzevien ne c’helljont mui kaout kounje da zistrei da Aleksandrii.
Etre daou e tiouanaz enn Iliz katholik eunn herezi nevez, ha tad ann herezi-ze a oue Nestorius, eskop ha patriarch Konstantinopl. Ann eskop-ma a lavaraz er gador, ha meur a vech zoken, ez oa e Jezuz-Krist daou bersounach, persounach Doue ha persounach ann den, ha rak-se ne oa ket ar Verc’hez Vari e guirionez mamm da Zoue, mes hebken mamm d’ann Den pe d’ar Christ. Sirill a skrivaz raktal da Nestorius evit diskouez d’ezhan oa faziet hag he alia dre gaer da anaout he faot. Mes eskop ha patriarch Konstantinopl a oue braz ganthan beza kelennet gant eskop ha patriarch Aleksandrii, hag a respountaz dre eul lizer leun a gomzou trenk ha rok. Neuze Sirill hen diskuillaz d’ar pab Selestin, hag ar pab-ma a asamblaz eur c’honsil e Rom. Ar c’honsil-se a eskummunugaz Nestorius hag her c’houndaonaz da veza torret euz he garg, nemed en em zislavaret a raje dirak ann holl a benn dek devez goude m’en devije resevet ar zetans a ioa douget enn he enep.
Hogen, eskop Konstantinopl ne falvezaz ket d’ezhan plega, hag a jomaz aheurtet enn he fals kredenn. Setu perak e oue asamblet eur c’honsil jeneral e kear Ephez er bloaz 431. Daou c’hant eskop a deuaz d’ar c’honsil-ma, ha sant Sirill a zalc’haz dirazho plas ar pab. Nestorius a oue koundaonet adarre, hag ar c’honsil a embannaz evel artikl a feiz n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur persounach, persounach Mab Doue, hag ez eo ar Verc’hez Vari e guirionez mamm da Zoue p’e guir e deuz lakeat er bed eur mab hag a zo Doue. Kristenien Ephez a zridaz ho c’haloun gant ar joa pa glevchont petra en doa great ar c’honsil, ha dioc’h ann noz, p’edo ann eskibien o vont d’ho lojeiz, ar bobl holl a ieaz d’ho ambroug gant goulou var elum.
Goulskoude sant Sirill en devoue kalz da c’houzanv euz a berz Nestorius hag euz a berz ar re a ioa troet a du ganthan. Taolet e oue zoken er prizoun ; mes heb dale e oue laosket da redet, ha Nestorius a oue harluet dre urs ann impalaer. Ar blasphematour-ze a reaz fin fall : mervel a eure, he deod dija debret gant ar prenved hag he gorf holl dija brein.
Sant Sirill a zistroaz da Aleksandrii, hag a varvaz eno e peoc’h d’ann 28 a viz even euz ar bloaz 444, goude beza gouarnet he eskopti gant eur furnez vraz epad daou vloaz ha tregont. Ar pab sant Selestin a ioa leun a istim evithan : he henvel a rea difennour ann Iliz hag ar feiz, ann doktor katholik hag ar guir den abostolik.
El levr-ma ez euz bet dija hag e vezo c’hoaz aliez hano a gonsil.
Setu ama petra eo eur c’honsil. Eur c’honsil a zo eunn asamble a eskibien, galvet, enn doare merket gant ann Iliz, d’en em gaout er memes leac’h evit kemeret kuzul ann eil digant egile var ar pez a zell
ouz ar feiz hag ouz ar relijion. Pa vez galvet ann holl eskibien euz ar
bed katholik d’en em asambli, ar chonsil a zo jeneral, ha n’e ket jeneral, er c’hountrol, pa ne vez galvet nemed eskibien eur vro pe eur
c’harter. Hogen, eur chonsil jeneral a dle, da genta, beza asamblet gant ar Pab, pe dre he urs, pe da vihana gant he asant; d’ann eil, e penn ar c’honsil e tle beza ar Pab he-unan, pe re all karget ganthan da zelc’her he blas; d’ann trede, erfin, kement tra a ra ar c’honsil a
dle c’hoaz beza kavet mad gant ar Pab. Pa’z a ann traou enn dro evelse, eur c’honsil jeneral ne c’hell ket fazia. Mes a hent all e c’hellfe;
rag ann Iliz n’ema nemed el leac’h m’ema ar Pab. « El leac’h m’ema
Per eme zant Ambroaz, eno hag eno hebken ema ann Iliz. »
r zant-ma a veve e Rom enn amzer ann impalaer Glaoda, eil euz ann hano. Prezeg a rea ann Aviel
gant kalz a frouez, ha dre he humilite, he zousder hag
he garantez evit ar beorien, e c’houneze kalounou ann
holl : ar baianed ho-unan o devoa eunn istim vraz evithan.
Ar brud a gement-se o veza eat betek ann impalaer, hema a reaz dastum Valantin hag he deuler er prizoun karget a jadennou. A benn daou zevez goude, e c’halvaz anezhan da vont d’he gaout, hag ec’h en em lakeaz, da genta, da gomz outhan dre gaer. « — Valantin, emezhan, perak ne fell ket d’ehoc’h beza mignoun d’inn, p’e guir em euz c’hoant va-unan da veza mignoun d’ehoc’h. » « — Prins, a respountaz ar belek santel, ma’c’h anavezfac’h ann Doue a adorann, c’houi a ve euruz hag ho, rouantelez ive. Neuze c’houi a drofe kein d’ann idolou ; rak n’euz ken Doue nemed ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar, ha Jezuz-Krist eo he Vab. »
Etre daou, unan euz a dud al lez a c’houlennaz ouz Valantin petra zonje euz ann doue Jupiter hag euz ann doue Merkuur. « — Sonjal a rann, eme ar Zant, eo diez ren eur vuez falloc’h ha direoloc’h eged hini ar re-ze. » O klevet eunn hevelep respount, ann den a lez a lavaraz en doa Valantin komzet a enep ann doueou hag a enep ar re a ioa e penn ar c’houarnamant.
Mes ar Zant a gendalc’he da gelenn ann impalaer var guirioneziou ar feiz : he alia a rea da ober pinijenn, da gredi e Jezuz-Krist ha da reseo ar vadiziant. « — Evelse, emezhan, e saveteot hoc’h ene, hag ec’h obtenot digant Doue ar viktor var hoc’h holl enebourien. » Glaoda a zelaoue anezhan gant plijadur, ha dija zoken oa prest d’en em rei pa lavaraz prefet kear :« — Guelet a rit? Ema touellet hon impalaer gant ar c’hristen-ze. Daoust ha mont a raimp-ni da guitaat ar relijion on euz desket gant hon tadou koz ? »
Ar c’homzou-ma a skoaz eunn taol pounner e kaloun Glaoda. Kemeret a reaz aoun rak ar re a ioa da dosta d’ezhan, ha setu hen hag abandouni Valantin etre daouarn ar prefet. Hema a gargaz Aster, he eil, da varn ar belek santel.
Valantin a oue kaset raktal da di Aster, hag en eur erruout eno e pedaz ann Aotrou Doue da rei da dud ann ti-ze, a ioa holl paianed, ar c’hras da anaout Jezuz-Krist, guir sklerijen ar bed. Aster a glevaz He bedenn, hag a lavaraz d’ezhan : « — Penaoz e c’hell eunn den a skiant eveldhoc’h-hu lavaret eo Jezuz-Krist a guir sklerijenn ? » « — N’e ket hebken ar guir sklerijenn eo, eme Valantin ; mes n’ez euz nemethan hag a c’hellfe rei sklerijenn da gement den a deu er bed-ma. » « — Bremaik, eme Aster, me velo ha guir eo ann dra-ze. Me’m euz eur verc’h vihan hag a zo dallez daou vloaz zo ; mar gellit he farea, me gredo e Jezuz-Krist hag a raio ar pez a gerot. »
Digaset e oue ar verc’h dirak ar Zant, ha Valantin, enn eur ober sin ar groaz var he daoulagad, a lavaraz gant eur feiz krenv : « — Aotrou Jezuz-Krist, guir Doue ha guir den, o c’houi oc’h euz roet ar gueled d’ann den ganet dall a zo hano anezhan enn Aviel, hag a fell d’ehoc’h e ve ann holl salvet, selaouit pedenn eur pec’her paour ha grit ma velo ar verc’h-ma ker sklear ha biskoaz. » Kerkent e teuaz adarre ar gueled d’ann dallez vihan.
Aster hag he bried en em strinkaz neuze da dreid ar belek santel enn eur c’houlenn outhan petra dlient da ober evit en em zavetei. Valantin a lavaraz d’ezho bruzuna ho holl idolou, iun epad tri devez, pardouni da gement hini en doa ho offanset hag en em lakaat e stad da reseo ar vadiziant. Senti a rejont a boent da boent, hag heb dale e ouent badezet asambles gant holl dud ho zi. Ar re-ma a ioa pevar ha daou-ugent anezho, hag o devoue holl goudeze ann eur da veza merzerien. Valantin a oue dalc’het c’hoaz pell er prizoun, ha goude beza bet bourrevet e meur a feson, e oue erfin koundaonet da veza dibennet. He verzerenti a erruaz d’ar pevarzek a viz c’houevrer euz ar bloaz 270. Ar pab Jul kenta a reaz sevel eunn iliz var he vez.
Ann impalaer Glaoda a ioa prest da anaout ar virionez euz ar relijion gristen ; plijadur en doa o selaou sant Valantin, hag he galoun a ioa dija hanter-c’hounezet pa gemeraz aoun rak tud he lez. Nag a gristenien zo hirio, siouaz ! hag a deu evelse da vouga mouez ar c’hras ha da goll ho ene gant aoun da zisplijout d’ar bed, pe da denna varnho droulans eur mestr pe eur mignoun ! Pebez dallentez ha pebez follentez er memes amzer ! Daoust na n’e ket Doue eo ho prasa mestr hag ho kuella mignoun ? Dalc’hit mad eta d’he zouja ha d’he garet dreist peb tra, ha bezit fidel ato da zelaou he vouez pa glevot anezhan o komz ouzhoc’h e goeled ho kaloun.
aostin ha Jovit a ioa daou vreur, ginidik euz a gear Bresia enn Itali. Azalek ho bugaleach e oue remerket ennho eunn devosion dener hag eur c’hoant braz da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ann eskop Apollonius, o veza klevet hano euz ho mirit hag euz ho vertuz, a roaz d’ezho ann Ursiou. Faostin, ar c’hosa, a oue beleget, ha Jovit, ar iaouanka, a oue great avieler. Kerkent ann daou vreur en em lakeaz da brezek ann Aviel evel daou abostol, ha dre ann nerz a roe Doue d’ho c’homzou e c’hounezchont eur maread paianed d’ar feiz, ken e kear ken var ar meaz.
D’ar mare-ze ez oa er vro eur gouarner, he hano Italikus, hag a ioa enebour touet d’ar relijion gristen. Ar gouarner-ma a ieaz he-unan da ziskuill Faostin ha Jovit d’ann impalaer Adrian. « — E Bresia, emezhan, ez euz daou vreur ha ne reont nemed prezeg ne c’houzounn ket pe seurt Krist. Dija o deuz distroet kalz tud dioc’h servich hon doueou, ha ma ne vez ket miret outho, abarz nemeur ar vro holl a deui da veza kristen. » Raktal ann impalaer a roaz kounje d’ezhan dre skrid da lakaat ar gristenien d’ar maro, nemed adori a rajent doueou ar rouantelez.
Italikus a ioa foug ennhan o tistrei d’ar gear gant ar skrid-se. Pa oue erruet, e c’halvaz dioc’htu dirazhan Faostin ha Jovit; mes koll a eure he boan hag he amzer o klask ober d’ezho nac’h ho feiz. Neuze e lavaraz ho c’has d’ar prizoun da c’hortoz ma tigouezche ann impalaer ; rak Adrian he-unan a dlie mont da Vresia heb dale.
Ann impalaer a erruaz eno pemp devez goude, ha kenta tra a reaz a oue esa lakaat ann daou vreur santel da ginnig ezans da idol ann heol. Ann idol-ma a ioa kaer ha skeduz meurbed : alaouret oa penn-da-benn ha tu ha tu, ha lugerni a rea evel ann heol o para. Faostin ha Jovit, o veza bet kaset d’ann templ el leac’h ma edo, a reaz eur bedenn da Zoue, ha ker buhan ann idol-ze a deuaz da veza du egiz pa vije bet goloet a huzil. Adrian, estlammet o velet kement all, a roaz urs d’he zec’ha gant eunn torch spoue ; mes kerkent ha maoue touchet outhan, ann idol a gouezaz d’ann douar hag a oue bruzunet e mil damm.
Ann impalaer a ieaz droug ennhan pa velaz ann dra-ze, hag a goundaonaz ann daou vreur da veza lonket ez veo gant al loaned gouez. Hogen, ar pevar leon a oue laosket varnho da genta a c’hourvezaz eharz ho zreid heb ober drouk ebed d’ezho. Goudeze e oue laosket leoparded, hag ar re-ma a reaz ar memes tra. Erfin e oue laosket oursien hag a ioa bet devet ho c’hosteziou d’ezho gant offiserien ann impalaer evit ma vije muioc’h a gounnar ennho. Mes, enn despet da gement-se, ann oursien a oue kerchentil hag al loaned all e kenver ann daou verzer; e kenver offiserien ann impalaer avad ne ouent ket: ann offiserien-ma a oue dispennet gantho a daoliou skilf. Eleiz a baianed a oue gounezet d’ar feiz dre ar burzudou-ze ; mes Adrian a jomaz bepred aheurtet. « — Enn traou-ze holl, emezhan, ne oa nemed maji ha sorserez. »
Antronoz, ann impalaer a lakeaz ober eunn tanteziad-tan, ha goudeze e roaz urs da stleper ebarz Faostin ha Jovit. Mes, evel ann tri den iaouank e fournez Babilon, ann daou vreur a gane meuleudiou ann Aotrou Doue enn ho za e kreiz ar flammou, hag ho daouarn savet etrezek ann env. O velet ar mirakl nevez-ma, Adrian en devoue aoun na deuje ar bobl da drei enn he enep, hag o veza ma tlie mont prestik da gear Milan, e reaz he zonj da gas ann daou verzer ganthan di.
Eno Faostin ha Jovit a oue bourrevet enn eur feson skrijuz. Gant eur gorzennik e oue skuillet ploumm teuzet enn ho ginou hag enn ho gouzoug, ho c’hosteziou a oue devet gant ann houarn ruz, hag enn dro d’ezho e oue great tan braz gant stoup, rousin hag eol. Mes Doue a veille bepred var he zervicherien ; kendelc’her a eure d’ho c’hennerza ha da ober burzudou enn ho c’henver, hag ar burzudou-ma a lakeaz adarre eur maread paianed da anaout ar virionez euz ar relijion gristen.
Euz a Vilan ann daou vreur kalounek a oue treinet da Rom da heul ann impalaer. Mes ac’hano e ouent kaset enn dro da Vresia, hag eno e ouent erfin dibennet ho daou d’ar pemzek a viz c’houevrer euz ar bloaz 121.
Ann daou zant-ma n’o devoue drouk ebed pa oue laosket al loaned gouez varnho, pa ouent stlapet enn tan, pa oue skuillet ploumm teuzet enn ho ginou betek toull ho gouzoug : Doue a joa oc’h ho dioual ! Doue ho tiouallo ive mar bezit humbl, ha leun a feiz hag a fizians enn he c’halloud hag enn he vadelez. Ne lavarann ket e raio miraklou enn ho kenver evel en deuz great e kenver sant Faostin ha sant Jovit ; mes pellaat a rai peb danjer dioc’h ho korf ha dioc’h hoc’h ene, ha ma teu d’ehoc’h eur boan bennag, e tousaio ar boan-ze dre ar mel euz c’hras, hag e sikouro ac’hanhoc’h da zougen ho kroaz. ----
nesim a ioa ganet enn esklavach : e kear Kolos, enn Azii-Izella, edo o chom. He vestr hanvet Philemon, a ioa bet gounezet d’ar feiz gant ann abostol sant Paol, hag abaoue oa deuet da veza mignoun braz d’ann abostol-ma. Bep tro ma’z ea da Golos, sant Paol a ziskenne e ti Philemon.
Onesim, araok beza kristen, ne oa nemed fallagriez enn he gorf. Enn despet d’ezhan e laboure, ha ne zonje nemed enn eunn dra: en em denna euz ar stad a esklavach. Eunn devez e laeraz he vestr, ha goudeze e tec’haz kuit. Ne oue ket pell evit dispign ar pez en doa laeret. Neuze ec’h en em lakeaz da redet bro, hag abarz ar fin ec’h erruaz e Rom : Doue a ioa eno ouz he c’hortoz.
D’ann ampoent-se sant Paol a ioa kaptiv e Rom, da lavaret eo, stag var bouez eur jadenn ouz eur zoudard hag a ioa karget da deuleur evez anezhan ; rak n’oa ket dalc’het er prizoun ; mont ha dont a c’helle dre ruiou kear, nemed e veze ato ar zoudard oc’h he heul. Eunn droiad Onesim en em gavaz ganthan hag a gountaz d’ezhan he histor ; rak anavezet en doa dioc’htu ann abostol evit beza he velet meur a vech e ti he vestr.
Sant Paol a gemeraz truez ouz ann esklav paour. Diskouez a reaz d’ezhan peger grevuz oa ar faot en doa great, he gelenn a eure var guirioneziou ar relijion ha goudeze her badezaz. Onesim a jenchaz raktal evel eunn all enn he blas, hag a deuaz da veza eunn diskib fidel d’ann abostol. Hema her c’harie evel he vab, hag Onesim, dioc’h he gostez, a garie sant Paol evel he dad.
Sant Paol en doa c’hoant da zelc’her Onesim ganthan; mes ne falvezaz d’ezhan ober netra e kenver ar poent-ma heb asant Philemon. Kas a reaz eta ann esklav dizertour enn dro da di he vestr, enn eur bedi Philemon da bardouni d’ezhan. « Guir em bije bet, a skrive ann abostol d’he vignoun, guir em bije bet da c’hourc’hemenn d’ehoc’h ; mes guell eo ganen ho pedi. Me ho ped eta evit va mab Onesim, am euz gounezet da Jezuz-Krist abaoue m’ounn chadennet. Digemerit anezhan, evel ma em digemerfac’h va-unan. Digemerit anezhan, ne lavarann ket evel eunn esklav, mes evel eur breur muia karet, ha mar en deuz great eur gaou bennag ouzhoc’h, ma vank d’ehoc’h eunn dra bennag, list ann dra-ze em c’hount-me. Enn han’Doue, va breur, grit d’inn ar blijadur a c’houlennann diganehoc’h. »
Philemon a zentaz ouz ann abostol. Reseo a reaz Onesim gant ar garantez ann denera, pardouni a eure d’ezhan he laeronsi hag he dec’hadenn, hag he liberte a roaz d’ezhan var ar marc’had. Onesim a zistroaz raktal da Rom da gaout sant Paol. Bez’e oue evithan eur c’houmpagnoun hag eur zervicher fidel epad he gaptivite. Mont a reaz, asambles gant eunn diskib all, da gas eul lizer euz he berz da gristenien Kolos, hag o veza bet beleget goudeze, e sikouraz anezhan ive da brezeg ann Aviel. Lakeat e oue erfin da eskop e Ephez goude merzerenti sant Timothee.
Onesim a gerzaz bepred var roudou sant Iann ha roudou sant Timothee hervez ann testeni a ro d’ezhan sant Ignas, merzer, enn unan euz he liziri. Ne esperne nag he boan nag he amzer evit kelenn ar bobl a ioa enn he garg, evit maga ar feiz hag ann devosion etouez ann dud fidel ha miret na vijent touellet gant ann heretiked hag ar fals doktored. Goude beza labouret evelse epad tost da dregont vloaz, hag heb ehana tamm, evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, ar Zant a echuaz he vuez dre eur verzerenti gloriuz, d’ar c’houezek a viz c’houevrer euz ar bloaz 95 goude donedigez hor Zalver.
Ann esklaved pe ann esklavourien guech all a ioa tra ho mistri, da lavaret eo, ar re-ma o doa varnho guir a vuez hag a varo, hag a c’helle ho guerza hag ho laza zoken evel ma vez guerzet ha lazet ar chatal pe al loaned. Setu aze e pe stad e ve c’hoaz hirio ar re a renk mont da zervicha evit gounit ho boued pa n’efe ar relijion gristen. Ar relijion gristen, hag hi hebken, eo e deuz a nebeut a nebeut lakeat fin d’ann esklavach e kement leac’h m’eo en em skignet. Pebez anaoudegez vad eta, pebez karantez ne dlefe ket da gaout evithi ar zervicherien hag ar zervicherezed ! Ha goulskoude siouaz ! ha n’e ket hi eo o deuz aliez ann nebeuta feiz hag ann nebeuta respet evit ar relijion ? Ped n’euz ket ive enn ho zouez hag a labour enn despet d’ezho evel ann esklav Onesim d’ar mare ma’z oa c’hoaz paian ? Ped all hag a laer ho mistri evel a reaz ann esklav-se araok tec’het euz a di Philemon ? Mar oc’h euz great evelse bete vrema, hastit affo chench buez evel Onesim pa oue badezet gant sant Paol. Onesim a deuaz goudeze da veza eur zant, ha c’houi a deui da veza sent ive mar kirit kemeret skouer diouthan, da lavaret eo, mar kirit poania da rapari ann amzer dremenet dre hoc’h aked da zervicha Doue hag ho mistri egiz ma’z eo dleet.
r zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz. He dad hag he vamm a lakeaz ho foan d’he ziorren ha d’he skolia guella ma c’helljont, petra bennag n’oa ket goall grenv ar stal gantho. Kerkent ha m’en devoue eunn tammik deskadurez, e reaz fae var ar bed hag e c’hoanteaz mont da vanac’h. Goulenn a eure beza resevet e kouent sant Tugdual, ha resevet e oue. Hogen, ne oue ket pell eno na zervichaz da skouer d’ann holl venac’h all.
Etre daou, sant Tugdual en devoue urs digant eunn eal da zont da Vreiz-Izel. Digas a eure ganthan dek pe zaouzek ha tri-ugent euz he ziskibien, ha Guevrok a oue unan anezho. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz ar venac’h santel-ze enn hor bro, ken e kostez Leon, ken e kostez Treger.
Guevrok a jomaz eur pennad gant sant Tugdual e kouent vraz Landreger, ha goudeze e oue karget da zevel eur gouent nevez e kichenn Lanneur ; ar gear-ma a hanvet neuze Kerfeunteun abalamour d’ar feunteun a zo dindan ann iliz parrez. Guevrok a zavaz ar gouent nevez varnhed eul leo hanter dioc’h kear, el leac’h m’ema brema bourg Lokirek, hag a oue abad eno epad c’houec’h vloaz.
Meskaout a rea d’ezhan ez ea re a dud di d’he velet, ha setu hen hag ober he zonj d’en em denna enn eur plas distrooc’h ; rak he vrasa plijadur oa beva he-unan gant Doue. 0 veza eta roet ann dilez euz he garg ha lakeat henvel eunn abad all, e lavaraz kenavo d’he venac’h, a ioa rannet ho c’haloun ha beuzet enn ho daelou hag e skoaz etrezek Leon. Erruout a reaz evelse e parrez Plouzeniel, enn eunn draonienn hag a zo var ann hent da vont euz ar bourg da Gerzent. Enn draonienn-ma, hanvet a-c’houdevez, Traon-Guevrok, e chomaz daou vloaz da ober he ermitach, hag epad ann daou vloaz-se e tremene he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Gant skourrou guez en doa savet eur chapelik da offerenna hag eunn toullik-kambr evithan he-unan.
Mes kaer en doa Guevrok klask beza dianavezet, he zantelez hen diskuillaz. Sant Paol, eskop Leon, o veza deuet da Blouzeniel, a glevaz hano anezhan hag a c’hoanteaz he gas ganthan da Gastell. Argila a eure da genta ; mes sant Paol a reaz kement varnhan ma sentaz erfin. Neuze e oue great chaloni hag hanvet da vikel vraz, hag hiviziken ec’h implijaz he holl amzer o prezeg hag o sikour sant Paol da c’houarn he eskopti. A hent all goulskoude e veve hag ec’h en em viske ken dister ha diagent. Ne zebre peurvuia nemed bara ha louzeier glaz, ha ne eve nemed dour. Setu aze ar boued a roe d’he gorf ; mes he ene a vage dalc’hmad dre ar bedenn a galoun.
Eur zulvez vintin m’edo oc’h ober eur bale var ar meaz, e kavaz eur c’houeriad o trouc’ha drez ha spern da stanka eur ribin. Raktal en em lakeaz d’he skandalat enn eur zigas da zonj d’ezhan oa difennet labourat da zul. Mes ar c’houeriad ne reaz van evit klevet Guevrok hag a gendalc’haz da labourat. Hogen, paea a reaz ann dra-ze ; rak ar fals a jomaz stag ouz he zorn ken na zeuaz da Gastell da c’houlenn pardoun digant Doue ha digant ar Zant.
Eunn devez all, da unan euz a c’houeliou ar Verc’hez, e velaz eur gemenerez iaouank o c’hriat var dreujou he dor. Kerkent ez eaz da lavaret d’ezhi paouez ha respeti ar gouel. Mes ar gemenerez a respountaz n’e devoa nemed he micher evit beva hag e renke kaout boued d’ann deiziou gouel evel enn deiziou all. A veac’h e doa komzet evelse ma oue seizet-holl heb gellout finval nikun euz he izili. Neuze ec’h anavezaz he faot, hago veza iunet epad eiz dez, e pedaz ar Zant da vont d’he guelet. Guevrok a ieaz hag a bareaz anezhi dioc’htu enn eur ober sin ar groaz varnhi. Abalamour da ze e peder sant Guevrok ouz ar remm hag ouz ann droug izili.
E memor euz ar mirakl-ma, ar gemenerez a roaz he zi d’ar Zant, ha Guevrok a reaz anezhan eur chapel enn henor d’ar Verc’hez. E plas ar chapel-ze, var a gounter, e oue savet divezatoc’h iliz ha tour kaer Kreisker.
Sant Guevrok a glauvaz e Landerne enn eur ober tro ann eskopti, hag a varvaz leun a veritou var dro ar bloaz 547 goude donedigez hor Zalver.
Ama e velomp pegement a gaz en deuz Doue oc’h al labour da zul. Doue a ro d’ehoc’h ar c’houec’h devez euz ar zizun evit labourat peb hini ac’hanhoc’h hervez he stad hag he vicher. Mes ar zul avad en deuz miret evithan, ar zul a fell d’ezhan a-grenn a ve implijet enn he zervich. Implija eta ar zul enn ho servich hoc’h-unan a zo laerez ann Aotrou Doue ; labourat da zul a zo ober ar memes tra evel pa ne anavezfac’h mui ann Aotrou Doue evit ho Mestr. Eur c’hristen a dlefe kaout mall ato da velet ar zul o tont, abalamour repoz ar zul a zigas d’ezhan da zonj hag a ro d’ezhan eunn tanva euz ar repoz heb fin a zo ouz he c’hortoz er baradoz. P’en deuz eur c’hristen tremenet ar zul e servich Doue, e kav he ene dioc’h ann noz iac’heat ha laoueneat hag he gorf a zo diskuiz da staga adarre d’al labour epad ar zizun varlerc’h.
imeon a ioa mab da Gleophas ha niz da zant Joseph. Diskenn a rea eta euz a lignez ar roue David, hag hervez al lezenn oa kenderv gompez d’hor Zalver. N’euz douetans ebed ne oue ive unan euz he genta diskibien ; test e oue euz he viraklou, ha da zeiz ar Pantekost edo gant ann Ebestel hag ar Verc’hez Vari pa ziskennaz varnho ar Spered-Santel.
Simeon ne guiteaz ket ar Judee ; chom a eure gant sant Jakes, eskop Jerusalem, evit he zikour da c’hounit ar Iuzevien da feiz Jezuz-Krist. Mes sant Jakes a oue lakeat d’ar maro er bloaz daou ha tri-ugent. Simeon a ioa var al leac’h epad m’edot oc’h he laza a daoliou mein, hag o klevet anezhan o pedi evit he vourrevien, en devoue ann hardisegez da grial ouz ar re-ma a bouez-penn : « — Petra rit? Ne glevit-hu ket ann den mad-se o pedi evidhoc’h ? » Goudeze e oue choazet he-unan evit delc’her plas sant Jakes.
0 veza eskop, Simeon a implijaz he holl amzer o krenvaat ann dud fidel er feiz hag o prezeg ann Aviel d’ar re ne anaient ket c’hoaz ar relijion gristen. Mes tostaat a rea ar mare ma tlie erruout gant Jerusalem ar pez en doa lavaret hor Zalver ar vech diveza m’oa eat di araok he basiôn hag he varo. « — 0 Jerusalem, en devoa lavaret hor Zalver enn eur vouela, eunn devez a zeui ma vezi goasket a bep tu gant da enebourien. Da ziskar a raint betek ann douar, ha ne lezint ket ennoud daou vean ann eil var c’horre egile, abalamour n’ec’h euz ket koumprenet oa plijet gant Doue dont d’az guelet. »
Ar Iuzevien a veze dalc’h-mad o klask en em zevel a enep ar Romened. Ar re-ma a skuizaz gantho abarz ar fin, hag a gasaz eunn arme vraz da gemeret Jerusalem. Titus, mab ann impalaer Vespasian, a ioa e penn ann arme. Kear holl a oue dismantret dre ann tan hag ar c’hleze, ann templ a oue lakeat e poultr hag e ludu, ar Iuzevien a oue guerzet evel esklaved, hag e plas ann tiez hag ar mogeriou ne oue mui nemed eur bern atrejou.
Goulskoude Doue ne falvezaz ket d’ezhan e vije paket he zervicherien e kreiz ar strafill hag ann dismantr skrijuz-se. Pell araok m’oa digouezet Titus hag he arme dirak Jerusalem, en doa lavaret da zant Simeon tec’het kuit ac’hano gant ar gristenien. Sant Simeon en devoa sentet dioc’htu, hag a ioa en em dennet gant ann dud fidel enn tu all d’ar Jourden. Eno e chomjont keit ha ma padaz ar vrezel.
Pa oue echu, ar gristenien a zistroaz da Jerusalem gant ho eskop, hag a zavaz tiez nevez e plas ar re a ioa bet pilet. Ann niver anezho a greske a zeiz da zeiz, hag ar miraklou a c’hoarveze enn ho zouez a reaz da eur maread Iuzevien anaout Jezuz-Krist evit ho Zalver hag ho Doue. Simeon a zride he galoun o velet ar relijion oc’h en em astenn, ha kendelc’her a eure da c’houarn he eskopti gant eur furnez hag eur zantelez vraz betek ann oad a c’houec’h-ugent vloaz.
Ne c’houezer ket penaoz ne oue ket sonjet ennhan epad ann enklask a reaz ann daou impalaer Vespasian ha Domisian euz ann dud a ziskenne euz a lignez ar roue David : lezet e oue neuze e peoc’h. Enn amzer ann impalaer Trajan avad, e oue diskuillet d’ar gouarner Attikus. Hema a eseaz da genta lakaat anezhan da ginnig ezans d’ann doueou faoz, enn eur gomz outhan dre gaer. Mes ar Zant a respountaz raktal n’ez euz ha ne c’hell beza nemed eunn Doue, hag o klevet ar respount-ma ar gouarner a roaz urs d’he skourjeza betek ar goad ha d’he vourrevi heb truez ebed epad meur a zevez dioc’htu.
Simeon a c’houzanvaz ann tourmanchou-ze gant eunn nerz kaloun hag a lakea ann holl da veza souezet. Ne goumprenet ket penaoz e c’helle eunn den, deuet d’ann oad-se, beza ker kalet ouz ar boan. « Eur mirakl eo, » a lavare dija meur a hini. Attikus a goundaonaz erfin ar Zant da vervel var ar groaz. Ar zetans-ma a reaz eur joa vraz da Zimeon, ha betek he huanad diveza ne ehanaz da veuli ha da drugarekaat ann Aotrou Doue. He verzerenti a erruaz er bloaz seiz ha kant goude donedigez hor Zalver.
Jezuz-Krist a ziskouezaz he garantez e kenver sant Simeon, he
genderv, o choaz anezhan abred evit unan euz he ziskibien, hag o rei d’ezhan goudeze ar c’hras da veza eunn eskop santel ha da gaout eur maro henvel ouz he hini. Setu aze ive penaoz e tleomp karet hor c’herent: red e d’eomp klask dreist peb tra silvidigez ho ene, hag ober ar pez a zo enn hor galloud evit ho zikour da veva ha da vervel santelamant.
onrad a ioa eunn dijentil euz a gear Plezans enn
Itali, hag a dremene he holl amzer, kouls lavaret, o
chaseal. Eunn devez m’edo o redet varlerc’h eul loan
gouez, hema a ieaz da guzat enn eur vodenn vraz a
zrez hag a spern. Evit he gas ac’hano, ar chaseour a roaz
urs d’he vevellien da lakaat ann tan er vodenn. Mes ann
avel a boulzaz ar flamm larkoc’h, hag ar goueriated
divar dro a oue devet kalz traou d’ezho. O velet ann
dra-ze, Konrad en em dennaz buhan d’ar gear heb diskouez
netra da zen.
Goulskoude ar re a ioa bet devet he zraou a obtenaz digant ar gouarner ma vije great eunn enklask evit gouzout piou en doa lakeat ann tan. Diskredi a rejot var eur paour keaz hag ar paour keaz-ma a oue koundaonet d’ar maro. Pa glevaz Konrad ar c’helou-ze, ne c’hellar mui herzel, kement oa krignet gant rebechou he goustians. Mont a eure raktal d’en em ziskuill he-unan d’ar gouarner enn eur lavaret oa hen ar penn-kaoz euz ann drouk a ioa c’hoarvezet, hag oa prest da zigoll ar goueriated betek ar guennek diveza euz ar gaou en devoa great outho. O veza maz oa eunn den honest hag eunn den a henor, ar gouarner a fiziaz enn he c’her hag hen lezaz da zistrei d’ar gear.
Kerkent e verzaz he oll zanvez, fount hag all, hag he bried a roaz ive ar pez e devoa dioc’h he c’hostez evit sikour paea ann traou a ioa bet devet. Oc’h en em gaout neuze var ann douar noaz, Konrad a anavezaz pegen didalvez eo madou ar bed-ma hag en em droaz holl varzu Doue. He bried en em c’hreas leanez e Plezans, hag hen, heb lavaret kenavo d’he gerent ha d’e vignouned, a ieaz he-unan hag enn noz da Gorvolare, el leac’h ma’z oa menac’h euz a Drede-Urs sant Fransez. Goude beza bet resevet enn Urs-se, a zo hanvet ive Trede-Urs ar Binijenn, ez eaz da Rom da vizita beziou ann Ebestel, hag ac’hano e skoaz etrezek ar Sisiil.
Eno Konrad en em lakeaz da genta da zervicha ar beorien enn hospital Sant-Martin e kear Noto; mes he-unan e veve divar ann aluzenn. Goudeze e oue kemeret enn eunn hospital all a ioa bet savet gant eunn den devot, he hano Guillou Boucher, evit rei boed ha lojeiz d’ann divroidi. Mes re a drouz a gave d’ezhan a ioa enn ti-ze, hag abarz ar fin ec’h en em dennaz var eur menez distro, el leac’h ma tremenaz ann nemorant euz he vuez o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn.
Goulskoude, kaer en doa iun ha kastiza he gorf e peb feson, Konrad a oue tentet enn eunn doare skrijuz ha kasaüz a enep ar burete hag e kenver ann dibri hag ann eva. Mes trec’hi a reaz ar c’hig hag ann drouk-spered enn eur greski he binijennou hag enn eur astenn he bedennou. Pa veze kaset d’ezhan tammou legumach fresk, e leze anezho da goza ha ne douche ket outho ken n’o deveze kollet ho blaz. Eunn devez ma sante enn he galoun c’hoant da zibri muioc’h eged ar c’hustumm, e tiviskaz he zillad hag ec’h en em ruillaz etouez ar spern ken a zivere ar goad diouthan a bep tu. Setu aze penaoz e poanie da vouga ann ioulou fall euz he gorf.
Doue a rekoumpansaz he zervicher o rei d’ezhan ann donezoun a brophesii hag ann donezoun a viraklou. Abalamour da ze e oue istimet, n’e ket hebken gant ar bobl, mes c’hoaz gant ann eskibien hag ann dud a renk huela. Erfin, o c’houzout oa prest da vervel, Konrad a resevaz he zakramanchou diveza ha goudeze ec’h en em daolaz d’ann daoulin dirak he grusifi. Er bostur-ze e roaz he ene da Zoue er bloaz 1351. Meur a virakl a c’hoarvezaz var he vez, hag er bloaz 1625 ar pab Urban VIII a roaz kounje da holl venac’h sant Fransez d’he henori evel sant.
Pa lavaraz Konrad d’he vevellien lakaat ann tan enn eur vodenn drez ha spern evit kas eul loan gouez anezhi, n’edo ket enn he galoun ober ann drouk a erruaz goudeze. Evelato e falvezaz d’ezhan paea betek ar guennek diveza kement tra a ioa bet devet, hag evit gallout paea e verzaz he holl zanvez ha danvez he bried. Pebez kentel evit ar re a ra gaou ouz ho nesa, n’e ket hebken defot teuler evez, mes gant eur vouiziegez hag eur volontez parfet. Ar re-ma a dle gouzout n’e ket aoualc’h d’ezho kovez ho fec’hed, n’e ket aoualc’h d’ezho zoken kaout keuz d’ar pec’hed-se ha diouall da goueza ennhan adarre enn amzer da zont ; red e d’ezho ouspenn, ha red grons, rapari hervez ho galloud ar gaou o deuz great. Anez, n’o deuz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue : er baradoz n’euz ket a zor-zigor evit al laeroun.
r zant-ma a ioa ginidik a Orlean. He vamm her
c’hinnige bemdez da Zoue epad m’edo oc’h he zougen,
ha goude ma oue ganet, he fried hag hi a boaniaz ho
daou da ober anezhan eur c’hristen mad hag eur paotrik
fur ha devot. D’ann oad a zeiz vloaz e oue lakeat
var ar siudi, hag abarz nemeur e lezaz pell var he lerc’h
ar re a ioa ann hanter kosoc’h evithan. Dont a reaz
evelse da veza habil-braz var ar Skritur Sakr, var ann
theoloji ha lezennou ann Iliz, ha var skridou ann tadou
santel.
Ar pez a garie dreist peb tra oa medita var ar Skritur Sakr, hag etouez levriou ar Skritur Sakr ann hini a blije muia d’ezhan oa liziri ann abostol sant Paol. He spered a veze dalc’h-mad o sonjal er c’homzou-ma euz ann Abostol : « Ar bed a zo henvel ouz eur spes hag a dremen evel eur skeud. » Ar c’homzou-ze a roaz c’hoant d’ezhan da vont da vanac’h ha d’ann oad a bevar bloaz var’nn ugent var a lavar lod, pe a zeiz vloaz var’nn ugent var a lavar lod all, ec’h en em dennaz enn abati Jumiej enn Normandi. Eno e renaz eur vuez ker pinijennuz, hag e oa ken aketuz d’ar bedenn ha d’he holl zeveriou all, ma servichaz da skouer d’ar re zoken a ioa tomma ho c’haloun e kenver Doue.
Etre daou, e varvaz eskop Orlean, ha raktal ann dud a iliz hag ar bobl a c’houlennaz ma vije lakeat Eucher enn he blas. Great e oue hervez ho goulenn. D’ar mare-ze, Charles Martel a ioa e penn ar c’houarnamant e Frans. Hogen, ar prins-ma he-unan a falvezaz d’ezhan kas da Orlean eunn offiser a renk huela evit mont gant kannaded ann dud a iliz hag ar bobl da gerc’hat ar Zant da abati Jumiej.
Pa glevaz oa choazet da eskop, Eucher a zirollaz da vouela evel eur c’hrouadur. « — Enn han’Doue, emezhan d’ar venac’h all, dalc’hit ac’hanon enn ho touez ha n’am lezit ket da zistrei er bed el leac’h ma vinn marteze e riskl d’en em goll. » Mes ar venac’h all, er chountrol, hen aliaz da gemeret ar garg a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz ; rak guelet a reant oa bolpntez Doue e kemerje anezhi.
Ar Zant a heuliaz erfin ho ali hag o veza bet sakret eskop, ec’h implijaz he holl amzer evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan. Labourat a eure da lakaat urs e peb tra ha da lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Ne ehane da veilla var ar veleien hada gelenn he-unan ann dud fidel var guirioneziou ar relijion. Mont a rea ive aliez da vizita kouenchou he eskopti, ha ker mad oa e kenver ann holl ma’z oa karet gant peb hini evel eunn tad.
C’houezek vloaz a ioa ma veve Eucher e peoc’h enn he eskopti pa oue kountet traou divar he benn da Jarles Martel. « Eskop Orlean, eme ann teodou fall, ne fell ket d’ezhan suja d’ho lezennou, hag a zo a du gant hoc’h enebourien. » Eur gaou braz a lavarent. Goulskoude ar prins ho c’hredaz, ha raktal, droug ennhan, e koundaonaz ar Zant d’ann harlu.
Kaset e oue da genta da Gologn. Mes kement a henor
a oue great d’ezhan er gear-ze ma lavaraz Charles Martel
he gas da eur plas all e kostez Liej, Meuze Eucher a
c’houlennaz en em denna enn abati Sant-Tron, hag eno
e vevaz evel eunn eal epad chouec’h vloaz. Erfin e
kouezaz klanv hag e varvaz leun a veritou d’ann ugent
a viz c’houevrer euz ar bloaz 743. Goude he varo Doue
a ziskleriaz he zantelez dre eur maread miraklou.
Sant Eucher, diskuillet gant teodou fall, a oue ret d’ezhan dilezel he gark. Hen ober a reaz heb en em glemm.
Ma vec’h tamallet e gaou, guelit ha n’o pe ket great eunn droug all bennag ker braz pe vrasoc’h c’hoaz. Kemerit ho kroaz a galoun vad, ha kinnigit ho poan da Zoue evit paea dle ho pec’hejou. Mar d-eo talvouduz d’he c’hloar ha d’ho silvidigez, Doue a roi da anaout ar virionez pa vezo deuet ar mare.
Ar bed a zo henvel ouz eur spes hag a dremen evel eur skeud. Eur spes ne d-eo netra ; hogen, daoust hag ar pez ne d-eo netra a zo din euz hor c’harantez ? Daoust hag ar pez a dremen evel eur skeud a virit ma stagfemp outhan hor c’haloun ? Setu aze petra zonje Eucher enn he iaouankiz, ha petra reaz d’ezhan mont d’ar gouent evit en em rei holl da zervich Doue. Ma n’oc’h ket galvet da guitaat ar bed eveldhan, diouallit da vihana da glask hoc’h euruzded e traou ar bed ; rak e guirionez ann traou-ze ne d-int holl nemed avel ha moged, ha kaer o pezo, n’e ket gant avel ha moged e c’hellot biken karga no kaloun.
regor a ioa ganet e Rom, hag en em roaz da zervich
Doue azalek he vugaleach. O veza bet skoliet gant
ar pab sant Serj, e oue great abostoler hag avieler, ha
goudeze ez eaz da Gonstantinopl da ober koumpagnunez
d’ar pab Konstantin. Eno e tiskouezaz dirak ann
impalaer eur furnez, eur vouiziegez hag eunn nerz-kaloun
dispar evit difenn ar relijion ha lezennou ann Iliz.
Goude maro ar pab Konstantin, e oue choazet evit delc’her he blas er bloaz 715. Kenta tra a reaz er garg-se a oue lakaat rapari mogeriou Rom evit kaeat oc’h al Lombarded, ha sevel a nevez ann ilizou a ioa hanter-gouezet enn ho foull. Er memes amzer e kasaz daou visioner, leun a ioul evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, da brezeg ar feiz enn Allemagn : er vro-ma ez oa c’hoaz neuze eur maread poblou paian. Ann daou visioner-ze oa sant Korbinian ha sant Bonifas. Sant Korbinian a zakraz eskop er bloaz 716, ha sant Bonifas er bloaz 723 ; sant Bonifas a oue hanvet a-c’houdevez abostol braz ann Allemagn.
Gregor a gasaz ive eur belek santel gant eur guchenn venac’h da zevel a nevez kouent Menez-Kasin, a ioa bet dismantret gant al Lombarded seiz-ugent vloaz araok, hag e kouenchou Rom, a ioa kouls lavaret goullou d’ann ampoent, e lakeaz adarre menac’h devot evit kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. He di he-unan zoken a jenchaz enn eur gouent goude maro he vamm, hag oc’h ar gouent-ma e stagaz kalz leveou ha douarou, ken e kear ken var ar meaz. Dougen a reaz erfin lezennou leun a furnez evit lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel, hag asambli a eure eur c’honsil e Rom divar benn ann dra-ze.
Etre daou, Leon ann Izorian pe a Izorii a ioa bet hanvet da impalaer Konstantinopl. Ann impalaer-ma, bet marc’hadour loaned enn he iaouankiz, a lakeaz enn he benn oa pec’hed henori ann imachou, ha setu hen hag ordren tenna euz ann ilizou kement taolenn ha kement krusifi a c’helle beza ennho. Sant Gregor, o veza klevet ar c’helou-ze, a skrivaz raktal d’ann impalaer evit diskouez d’ezhan pegen diskiant oa ar zonj a ioa deuet enn he spered. « Ar pez oc’h euz lakeat enn ho penn, a lavare ar pab enn he lizer, a zo kountrol-beo da feiz ann lliz katholik ha da skridou ann tadou santel. »
Ann impalaer a ieaz enn egar o lenn al lizer-ma, hag a zigasaz tud d’ann Itali a benn teir guech gant urs da laza Gregor pe d’he derri euz he garg. Mes ann dud-se ne c’helljont ket dont a benn euz ho zaol : pobl Rom hag ar boblou divar dro a viraz outho. Epad ann amzer-ze ar Zant a greske he aluzennou, he iuniou hag he bedennou, evit goulenn sikour digant Doue. Bemdez e lakea ober prosesionou dre ruiou kear enn eur gana al litaniou.
Goulskoude unan euz ann dud fallakr a ioa bet digaset d’ann Itali gant ann impalaer Leon, ann diveza anezho, a c’hounezaz Luitprand, roue al Lombarded, ha setu hema ha dastum eunn arme evit sailla var Rom. Mes Gregor a deuaz d’he gaout er meaz euz a gear, hag a gomzaz outhan gant kement a nerz hag a zousder ma chenchaz enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas. En em strinka a eure da dreid ar pab enn eur c’houlenn kounje diganthan da vont da iliz ar Vatikan, hag eur vech erruet eno, e tirollaz da vouela hag e roaz he gleze hag he gurunenn aour e prezant da zant Per.
Gregor a gendalc’haz betek he varo da zifenn ar feiz katholik a enep Leon ann Izorian. Evit kement-se ec’h asamblas adarre eur c’honsil e Rom, hag ar c’honsil-ma a ziskleriaz a nevez eo eunn dra vad hag eur c’hustumm devot henori ar c’hroaziou hag imachou ar Verc’hez hag ar Zent. Ar pab santel a skrivaz ive c’hoaz meur a lizer d’ann impalaer evit klask lakaat anezhan da zont ennhan he-unan ha da anaout oa faziet. Erfin, d’ann unnek a viz c’houevrer euz ar bloaz 731, e roaz e peoc’h he ene da Zoue, hag he gorf a oue enterret enn iliz ar Vatikan.
Ar baianed guech all a adore e guirionez idolou pe batromiou great gant koat pe gant mean, gant aour pe gant arc’hant ; da lavaret eo, e rentent d’ann idolou ze ann henor n’eo dleet nemed da Zoue hebken, e kemerent ann idolou-ze evit guir doueou. Setu aze petra eo ar pec’hed a idolatri. Mes ni, kristenien katholik, ne reomp ket ar memes tra evit ar c’hroaziou hag imachou ar Zent: ne adoromp nag ar c’hroaziou, nag ann imachou-ze evel doueou. Evelse, pa zaludomp eur groaz koat pe eur groaz vean. p’en em daolomp d’ann daoulin dirazhi, pa bokomp d’ezhi, n’e ket d’ar c’hoat pe d’ar mean eo e fell d’eomp rei ar merkou-ze a respet hag a garantez, mes d’hor Zalver Jezuz-Krist a zo maro evidomp var ar groaz. Er memes tra, pa bedomp dirak imach ar Verc’hez pe dirak imach eur zant bennag, n’e ket d’ann imach-se ken nebeut, ha pa ve enn aour pe enn arc’hant, e kasomp hor pedenn mes d’ar Verc’hez he-unan pe d’ar zant a zo he batrom dirazomp. N’euz idolatri ebed eta enn henor a rentomp d’ar c’hroaziou ha da imachou ar Verc’hez hag ar Zent, evel a lavare guech all Leon ann Izorian hag evel a lavar c’hoaz hirio ar brotestanted.
Ar groaz, relegou pe imachou ar zent, lakeat dirag hon daoulagad, a zigas sonj d’eomp euz ho c’henteliou hag a vir ouz ’ar spered da redet
du-ma du-hont, a greiz ma vezomp o pedi.
barz dont da Rom, sant Per en doa tremenet seiz
vloaz e kear Antioch, e kostez ar Zao-Heol. Hogen,
ann lliz a ra eur gouel hirio e memor euz ann deiz ma’z
eaz di da jom, evel ma ra eur gouel all d’ann trivac’h a
viz genver e memor euz ann deiz ma teuaz da Rom. Ann daou
c’houel-ze a zo hanvet Gouel Kador Sant Per, ar
pez a zinifi : Gouel evit digas da zonj euz ann devez
ma’ch azezaz sant Per evit ar vech genta, e kear Antioch
pe e Rom, var he gador a eskop hag a bap.
Ar gristenien genta ne vankent morse da zelebri deiz ha bloaz ho badiziant. Da genver ann devez-ma e reant adarre ar promesaou o doa great da Zoue p’oant bet badezet, hag e trugarekeant anezhan abalamour m’oa plijet ganthan ho reseo etouez he vugale. Ne gave ket d’ezho e vije kaeroc’h devez enn ho buez eget devez ho badiziant, p’e guir oa ann devez m’oant ganet da vuez ar c’hras, ann devez m’oant bet great heritourien euz ann Env.
Eur c’hiz ker santel a reaz d’ann eskibien selebri ive ar memor euz ann deiz ma vezent bet sakret pe lakeat var ho zron, ha goude ho maro zoken, ar bobl a gendalc’he aliez da zelebri ar memor euz ann deiz-se. Setu petra zo erruet evit ann daou c’houel a hanver Kador Sant Per enn Anlioch ha Kador Sant Per e Rom. Ann daou chouel-ma a zo koz-koz, hag el levriou a zo bet skrivet enn amzer genta euz ann lliz ez euz dija hano anezho.
« Ho zelebri a dleomp, eme ar pab sant Leon, gant kement a joa ha ma selebromp merzerenti Prins ann Ebestel. Merzerenti sant Per a zigas d’eomp dazonj euz ann deiz euruz ma oue kurunet enn env; mes enn daou c’houel all ec’h henoromp ar garg heb he far en deuz bet digant Jezuz-Krist pa oue choazet ganthan evit delc’her he blas var ann douar. Goulennomp digant Doue ar c’hras da jom bepred stag ouz Kador sant Per; rak, anez, n’ez euz silvidigez ebed evidomp. »
Hor Zalver a zo maro var ar groaz evit ann dud holl. Lavaret a c’heller ive enn eur feson en deuz sant Per, he genta vikel var ann douar, prezeget ann Aviel d’ann holl boblou p’e guir en deuz prezeget d’ar re a gomze ann tri langach a ioa muia anavezet enn he amzer. Ann tri langach-ma oa langach ann Hebreed, ar gregach hag al latin. Hogen, e Jerusalem hag er Judee, sant Per en deuz prezeget d’ar re a gomze langach ann Hebreed ; goudeze, e kear Antioch, en deuz prezeget d’ar re a gomze ar gregach, hag erfin, e Rom, en deuz prezeget d’ar re agomze al latin. E kear Antioch e oue roet evit ar vech genta ann hano a gristenien d’ar re a heulie relijion Jezuz-Krist.
Enn iliz Sant-Per di Castello e Veniz, e virer eur gador hag a gounter e deuz servichet da Brins ann Ebestel epad m’edo o chom enn Antioch. Ann impalaer Mikeal Paleolog a roaz ar gador-ze d’ann duk a Veniz; resevet e oue eno gant kals a henor, hag abaoue ann dud fidel o deuz ato eunn devosion vraz evithi.
Evel ar gristenien genta, bezit fidel da zelebri deiz ha bloaz ho padiziant. It da govez ha da gommunia enn deiz-se mar d-eo eaz d’ehoc’h, ha ma ne c’hellit ket mont enn deiz-se, it kenta ma c’hellot goudeze. Nevezit neuze ar promesaou a zo bet great evidoc’h da Zoue gant ho paeroun hag ho maerounez, ha livirit a greiz ho kaloun e fell d’ehoc’h ato trei kein da Zatan, d’he bompou ha d’he oberiou, hag anaout bepred Jezuz-Krist evit ho Mestr hag ho Roue.
Treinded santel hag adorabl, Tad, Mab ha Spered-Glan, tri ferson enn eunn Doue hebken, ho trugarekaat a rann abalamour m’eo plijet ganehoc’h va reseo enn hoc’h Iliz hag e renk ho pugale dre ar sakramant a vadiziant. Ra zeui ann elez, ann holl zent ha sentezed euz ar baradoz, ha va zant patroun dreist ar re all, d’am zikour d’ho trugarekaat evit eur c’hras ker kaer.
Ober a rann a nevez, ac’hanon va-unan, ar promesaou a zo bet great evidon da zeiz va badiziant. Ia, euz a greiz va c’haloun me fell d’inn trei kein da Zatan, d’he bompou ha d’he oberiou: trei kein da Zatan, da lavaret eo, d’ann drouk-spered, tad ar gaou, d’ann hini a zo bet muntrer ann eneou abaoue ar penn kenta euz ar bed; trei kein da bompou Satan, da lavaret eo, da genteliou faoz ar bed, d’he vraoigou ha da gement tra goullou ha difoun a zo ennhan; trei kein da oberiou Satan, da lavaret eo, d’ar pec’hed ha da gement tra a zoug d’ar pec’hed. Kristen ounn, Jezuz-Krist eo va Mestr ha va Roue, hag enn he zervich hebken e fell d’inn hiviziken lakaat va holl gloar ha klask va holl joa ha va holl euruzded.
r zant-ma a ioa ginidik euz a gear Raveenn enn Itali.
Iaouankik oa c’hoaz pa gollaz he dad hag he vamm,
ha neuze e kouezaz etre daouarn unan euz he vreudeur
hag a oue kriz meurbed enn he genver. Ne roe ket hanter-voued
nag hanter-zillad d’ezhan; he lezel a rea diarc’henn,
skei a rea ganthan aliez, hag e leac’h he gas d’ar skol pa
oue deuet enn oad da vont, e kasaz anezhan da ziouall
al loaned. Goulskoude ar minor paour en devoa eur galoun
vad. Eunn devez e kavaz eur pez arc’hant var he
hent, ha raktal, heb sonjal en doa ezomm aoualc’h he-unan,
e roaz ar pez arc’hant-se da eur belek enn eur bedi
anezhan da lavaret eunn offerenn evit he dad hag he
vamm.
Bez’en devoa eur breur all hag a ioa persoun e Raveenn.
Hema,o veza klevet pebez buez a reat d’he vreur
bihan, her c’hemeraz enn he di, ha goudeze hen lakeaz
er skol gant mistri habil. Per en doa eur spered lemm,
hag he vrasa plijadur oa lenn ha studia. Evelse e teske
enn eur miz kement hag ar re all enn eur bloaz, hag heb
dale e oue goest da veza mestr he-unan. Digeri a eure
eur skol hag a oue darempredet kalz gant ar vugale, ha
dioc’h ar skol-ma en devije gellet beva enn he eaz ; mes
ar pez a glaske dreist peb tra oa savetei he ene, hag
aoun en doa ato d’en em goll er bed.
Goude eta beza bet eur pennad oc’h ober skol, e reaz he zonj d’en em denna enn eul leac’h gouez ha distro, etouez menac’h hag a heulie eur reolenn a vuez euz ar re strisa. Iun a reant aliez divar bara ha dour, bemnoz e savent da bedi Doue hag ato e valeent var ho zreid noaz. Ar Zant n’en devoue ket a boan oc’h en em voaza dioc’h ar vuez-se ; rak dija, epad m’edo er bed, e touge eur c’houriz reun hag e chome pell da veilla araok mont da gousket.
Abarz nemeur ne oue manac’h ebed er gouent hag a vije ken humbl, ken devot ha ker sentuz hag hen. Pa veze enn he gambr, e rea diou lodenn euz he amzer: eul lodenn a roe d’ar bedenn hag eul lodenn all d’ar studi. Evelse e teuaz buhan da veza ken habil var ar skianchou sakr ha ma’z oa dija var skianchou ar bed. Neuze ann Tad abad her c’hargaz da brezeg d’ar venac’h all, hag hen ober a eure gant kement a nerz hag a frouez ma oue goulennet ive da vont da zarmoun er c’houenchou divar dro.
Etre daou e varvaz ann Tad abad, ha Per Damian a oue choazet evit delc’her he blas. N’en doa ket a c’hoant da gemeret ar garg-se ; mes red e oue d’ezhan senti. O veza abad, e poaniaz dreist peb tra da lakaat ar peoc’h, ann humilite hag ar garantez da ren etouez he venac’h. Sevel a eure pemp kouent nevez, ha lavaret a c’heller gant guirionez e oue evel eunn eil foundatour euz he Urs.
Ar brud euz he zantelez hag euz he virit dreist-ordinal a rea d’ar pabed ha d’ar brinsed kaout eunn istim vraz evithan. Ar pab Stephan Nao a zonjaz erfin he denna euz he gouent hag her greaz eskop ha kardinal enn despet d’ezhan. Soubla a eure enn eur vouela da volontez vikel Jezuz-Krist, ha biskoaz eskop ne labouraz gant muioc’h a aked evit silvidigez he bobl.
Evel kardinal, e oue karget gant ar pabed a bep seurt kefridiou. Ar Zant oa ho den bep vech maveze, enn tu-ma pe enn tu-hont, enebourien da unani, eunn dizurs ennag da ziarbenn. eur c’hiz fall da zisc’hrizienna pe eur gudenn bennag da zirouestla ; ha bep tro ive e teue a benn euz he daol dre he zousder hag he furnez. Mes he spered a ioa dalc’h-mad enn he gouent ha ne ehane da c’houlenn kounje da zistrei etouez he venac’h.
Ar pab Aleksandr Eil a roaz erfin kounje d’ezhan, nemed e lavaraz e kounte varnhan ato pa vije ezomm anezhan evit eur gefridi vraz bennag. Per Damian a zridaz he galoun pa resevaz ar respount-se, hag o veza distro d’he gouent, ec’h en em lakeaz adarre da ren he vuez a vanac’h evel guech all. Ne falvezaz ket d’ezhan zoken kemeret mui ar garg a abad.
Goulskoude ar pab, evel en doa lavaret, her c’hasaz c’hoaz, evel kannad euz he berz, da Frans, d’ann Allemagn ha da Raveenn. Enn eur zont euz ar gear-ma da Rom, e kouezaz klanv e Faenza, hag eno e varvaz d’ann 22 a viz c’houevrer 1072, oajet a dri bloaz ha pevar-ugent. Ar pab Leon XII en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored euz ann Iliz abalamour d’al levriou kaer en deuz skrivet.
Nag a vinored zo hirio hag a c’hoarvez gantho ar pez a erruaz gant Per Damian enn he vugaleach ! Goude maro ho zad hag ho mamm, e kouezont ive aliez etre daouarn eur breur, pe eunn eontr, pe eunn den all bennag ha n’en deuz soursi ebed nag euz ho c’horf nag euz ho ene. Ar re en em garg da zevel minored a dle da genta ho maga hag ho guiska hervez ho stad, ha goudeze deski pe lakaat deski d’ezho ho fedennou, ho c’helenn var guirioneziou ar relijion, hag ho c’has da govez, d’ann offerenn ha d’ar c’hatekiz pa vezont enn oad da vont. Mar mankont d’ann dever-ze, e kemeront eur goal zamm var ho c’houstians, hag e respountint dirak Doue, ene evit ene, euz ar vugale geiz o devezo lezet, dre ho faot, da veva evel paianed.
ant Mathias a ioa ganet e Bethleem, hag a oue skoliet
mad enn he iaouankiz var ar Skritur Sakr. Heul a reaz
hor Zalver epad ma prezege ann Aviel dre ar Judee, ha goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, e oue choazet
evit abostol e plas ann treitour Judas. Setu ama
penaoz.
Goude m’oa pignet hor Zalver enn env, ann Ebestel a zistroaz da Jerusalem. En em asambli a rejont neuze, ar Verc’hez Vari, ann diskibien all hag hi, enn eur gambr pe eur zal vraz, hanvet ar Senakl. Eno, epad dek devez dioc’htu, e tremenjont ho oll amzer o pedi, evit en em lakaat e stad da reseo ar Spered-Santel. Var dro c’houec’h-ugent a ioa anezho, ha lavaret e vije n’o devoa holl nemed eur galoun hag eur spered.
Eunn devez sant Per a gomzaz d’he vreudeur divar benn choaz eunn abostol all e plas ann treitour Judas. « — Gouzout a rit, emezhan, oa Judas unan ac’hanomp hag en doa ar memes karg ganeomp. Mes guerzet en deuz Jezuz, hor Mestr hag he hini, ha goudeze eo eat d’en em grouga. Red eo brema choaz enn he blas eunn all hag a zo bet eveldomp test euz a vuez hor Zalver, azalek ma oue badezet gant Iann betek m’eo pignet enn env. »
Ann Ebestel hag ann diskibien all a zonjaz dioc’htu e Joseph Barsabas, leshanvet ar Just, hag e Mathias. O veza eta pedet ann Aotrou Doue da ziskouez he-unan pehini euz ann daou-ze a ioa guella ganthan a vije hanvet da abostol, e rejont da Joseph Barsabas ha da Vathias tenna d’ar zort. Hogen, ar zort a gouezaz var Mathias, hag hema a deuaz evelse da veza ann daouzekved abostol e plas Judas.
Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, ann Ebestel a ingalaz etrezho ann holl broiou a ioa anavezet d’ann ampoent, evit kaout peb hini he dachenn da brezeg ann Aviel. Sant Mathias en devoue ar Judee evit he lod, ha kerkent ec’h en em lakeaz da redet euz ann eil kear d’eben, euz ann eil karter d’egile. enn eur embann e peb leac’h oa Jezuz-Krist ar Mesias pe ar Zalver a c’hortozet abaoue keit amzer. Ne ehane da ziskouez ar virionez-ma d’ar Iuzevien dre desteniou sklear tennet euz ar Skritur Sakr, ha bez’en devoue ann eur da c’hounit eleiz anezho d’ar feiz kristen. Mes kalz re all ive a jomaz aheurtet enn ho dallentez, hag a glaske ober goasa a c’hellent d’ann abostol kalounek.
He gas a rejont eunn devez dirak ar belek braz Ananus. Eno Mathias a ziskleriaz adarre a vouez huel oa Jezuz-Krist Mab da Zoue. « — Ann dra-ze, emezhan, a zo eunn dra anat dioc’h ar pez a zo merket er Skritur, ha dioc’h ar pez en deuz great Jezuz he-unan epad m’edo var an douar. » « — Ne c’houzoc’h-hu ket, eme Ananus, eo ar blasphem eunn torfed hag a virit ar maro ? »
« — Jezuz a zo Mab da Zoue, » a lavare ato ann abostol heb aoun ebed. O klevet eunn hevelep respount, ar belek braz a lakeaz he vizied da stanka he ziouskouarn; hag a griaz a bouez-penn enn eur skrigna he zent : « — Blasphemet en deuz! Ar maro d’ar blasphematour! »
Mathias a oue koundaonet da veza labezet, da lavaret eo, lazet a daoliou mein. Epad m’edot oc’h he labeza, e c’houlennaz ma vije lakeat enn he vez daou euz ar vein a vannet outhan, evit servichout da desteni euz ar feson m’en doa achuet he vuez.
Abarz ar fin, o veza ma talc’he bepred he zaouarn astennet etrezek ann env, e oue trouc’het he c’houzoug d’ezhan gant eur vouc’hal evit heul giz ar Romened. He verzerenti gloriuz a erruaz var dro ar bloaz 63 goude donedigez hor Zalver.
Judas, bet er skol gant Jezuz-Krist he-unan ha galvet ganthan da
veza abostol, en deuz great eunn implij fall euz ar grasou-ze hag a zo
deuet da veza eunn treitour, da goueza erfin enn dizesper ha d’en em zaoni. Goude eunn hevelep kentel, piou a gredfe beza dinec’h ha dienkrez e kenver he zilvidigez? N’euz fors piou e veac’h, n’euz fors peger
santel e ve ho puez, o pezet ato aoun d’en em goll ha beillit bepred varnhoc’h hoc’h-unan; rak ne vezo salvet nemed ann hini en devezo kendalc’het betek ar fin.
arez a ioa ginidik a Gonstantinopl. He vamm ne espernaz
netra evit ober anezhan eur c’hristen mad ;
rak eur vaouez devot oa. Hen lakaat a eure er skol gant
mistri habil ha vertuzuz, hag o veza m’en doa eur spered
lemm, e teuaz heb dale da gaout eunn deskadurez
kaer. Mes he furnez a ioa c’hoaz treac’h d’he zeskadurez,
ha dre ze ec’h erruaz buhan er c’hargou huela euz ar
rouantelez. Mes ann henoriou ne rejont morse d’ezhan
koll ar zonj euz he zilvidigez, na dilezel he zeveriou a
relijion. Labourat a rea dreist peb tra d’en em zantifia,
ha var evez e veze bepred evit en em ziouall dioc’h ar
pec’hed ha pellaat dioc’h ar goall goumpagnuneziou.
Eskop pe batriarch Konstantinopl o veza maro, Tarez a oue choazet evit delc’her he blas, petra bennag ne oa ket den a iliz. Ar choaz-se a blijaz d’ann holl nemed d’ar Zant he-unan. Spountet e oue pa glevaz hano euz ar garg a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz, ha ne asantaz erfin he c’hemeret nemed var ar bromesa a oue great d’ezhan e vije asamblet eur c’honsil jeneral evit koundaoni ar Bruzunerien imachou. Ar re-ma a ioa eur rumm dud hag a lavare oa pec’hed henori ar c’hroaziou hag imachou ar Verc’hez hag ar Zent ; ha goasa pez a ioa, ann impalaered a droe aliez gantho.
Tarez a oue eta sakret eskop da zeiz Nedelek, er bloaz 784, goude beza resevet da genta ann donzur zantel hag ann Ursiou betek ar velegiach. Raktal ann impalaer hag ann impalaerez a bedaz ar pab da vont he-unan da Gonstantinopl da asambli eur c’honsil jeneral, pe da gas re all enn he leac’h. Dioc’h he gostez, ann eskop pe ar patriarch nevez a skrivaz ive da batriarched Antioch, Aleksandrii ha Jerusalem.
Ar pab ne d-eaz ket he-unan da Gonstanlinopl; mes kas a eure daou gannad euz he berz. Evelato ar c’honsil ne c’hellaz ket en em asambli er gear-ze abalamour d’ar freuz a rea ar Bruzunerien imachou. E kear Nisee eo ec’h en em asamblas erfin er bloaz 787. Tri c’hant hanter-kant eskop en em gavaz eno, ha n’o devoue holl nemed eur vouez evit diskleria eo eunn dra vad hag eur c’hustumm devot henori ar c’hroaziou hag imachou ar Verc’hez hag ar Zent.
Evit senti ouz ar c’honsil, sant Tarez a reaz dioc’htu lakaat adarre, enn holl ilizou euz he eskopti, ar chroaziou hag ann imachou a ioa bet lamet anezho, pe lakaat re nevez e plas ar re a ioa bet devet pe dorret. Dre ann nerz euz he gomzou, ha dre he zousder dreist holl, e c’hounezaz d’ar feiz katholik eunn niver braz euz ar gristenien a ioa bet touellet gant ann heretiked. Goudeze e poaniaz da zisc’hrizienna ar giziou fall euz a douez ar bobl hag euz a douez ann dud a iliz. Hogen, he brezegennou hag he aliou mad a zougaz kement a frouez ma oue guelet e berr amzer eur jenchamant burzuduz e Konstantinopl hag e kement korn a ioa enn eskopti.
Mes etre daou ann impalaer a falvezaz d’ezhan kas ann impalaerez kuit evit dimezi da eunn all, hag unan euz he offiserien a deuaz da c’houlenn asant ann eskop santel evit ann dra-ze. Tarez a jomaz mantret o klevet kement all, hag a respountaz dioc’htu oa guell ganthan mervel ha gouzanv n’euz fors petra eged ober ar pez a c’houlennet diganthan. « Ar pez a fell d’ann impalaer, emezhan, a zo kountrol-beo da lezenn Doue, hag hen lakafe da veza mez ar vro hag eur skouer fall evit he zujidi. »
Neuze ann impalaer her galvaz da vont d’he gaout. Mes, kaer en devoue klask digareziou, ar Zant a zalc’haz mad ato d’ar pez en doa lavaret da genta. « Biken nag a briz ebed, emezhan, ne roinn va asant evit eunn dimezi evel hennez. » Ar respount-ma a lakeaz kement a zrouk enn impalaer ma ne ehanaz mui da ober goall vuez da Darez. Mes prest goude e oue skoet he-unan gant justis Doue : koll a reaz var eunn dro ar gueled, ar vuez hag he rouantelez, hag ar Zant a c’hellaz adarre beva e peoc’h.
Tarez a c’houarnaz he eskopti epad daou vloaz var’nn ugent gant eur furnez hag eur zantelez vraz, ha pa varvaz, d’ar 25 a viz c’houevrer euz ar bloaz 806, Konstantinopl holl a zougaz kanv d’ezhan. Ann impalaer Nisephor en em daolaz var he gorf enn eur vouela hag enn eur lavaret: « Kollet em euz va mestr ha va zad, » hag ar bobl holl a gemmeskaz he zaelou gant re ann impalaer. — Ar Zant a oue enterret e chapel eur gouent en doa lakeat sevel var bord ar mor, ha Doue a henoraz he vez dre galz a viraklou.
Ar zant-ma a ioa eunn den dous, mes eunn den stard enn he zever oa ive, hag abalamour da ze ne varc’hataz ket evit delc’her penn d’ann impalaer pa falvezaz d’ezhan ober eunn dra kountrol da lezenn Doue. Eveldhan, bezit bepred dous e kenver ar re all ennho komzou hag enn hoc’h oberiou ; mes bezit ato ive stard enn ho tever, ha ne d-it morse, var digarez miret oc’h trouz pe oc’h droulans, da asanti d’ar pez a c’houzoc’h ervad a zo pec’hed ha difennet gant Doue pe gantann Iliz.
arc’harit a ioa merc’h da eul labourer douar euz ann
Itali, hag a oue kelennet mad gant he mamm enn
he bugaleach. Mes koll a reaz abred he mamm, hag he
zad o veza bet dimezet adarre, he lesvamm a oue kriz
enn he c’henver. Sevel a eure eta da blac’h iaouank heb
kaout eur vamm garantezuz hag eveziant d’he difenn
enn danjeriou.
Hogen, Doue en doa roet da Vac’harit eur gened hag a denne varnhi sellou ann holl. Mes siouaz! o veza ne anaie ket c’hoaz ar bed, ne zifiziaz ket aoualc’h anezhan, ha d’ann oad a drivac’h vloaz ec’h en em lezaz da veza touellet gant eunn dijentil iaouank a deue da dremen ann hanv varnhed eur c’hart heur bale diouz he c’hear. Eunn nozvez e kuiteaz ti he zad enn eur grena evit mont gant ann dijentil-ze da Vonte-Pulsiano, el leac’h m’edo o chom.
Ne oa nemed peder leo da vont di, mes eul lenn a ioa da dreuzi, hag epad m’edo he choumpagnoun hag hi o treuzi al lenn-ma e bag, ar vag a droc’holiaz, ha Mac’harit a gouezaz enn dour hag a oue dare d’ezhi beza beuzet. Mes Doue en devoue truez outhi, hag e c’hellaz savetei he buez.
Mac’harit a dremenaz nao bloaz e ti ann dijentil en devoa he zouellet. Epad ann amzer-ze oa guisket evel eunn introun vraz : ann aour hag ar perlez a lugerne etouez he bleo blansonet; mes n’oa ket eurusoc’h evit kement-se. Eunn dreana ioa enn he c’haloun hag a rea kalz poan d’ezhi; ann drean-ze oa ar zonj euz he mamm hag euz a Zoue he bugaleach. Aliez ec’h en em denne a gostez, enn eur plas distro bennag, ha neuze e lavare ennhi he-unan : « Ama avad e ve brao pedi Doue ; ama avad e ve eur plas brao da ober pinijenn ! » Mes n’e devoa ket ann nerz da derri he jadenn ha da guitaat ann dijentil m’edo o veva ganthan.
Eunn devez ann dijentil-ma a ieaz da velet tammou
douar en doa var ar meaz, ha ne deuaz ket d’ar gear da
loja. Antronoz hag antronoz all, kelou ebed anezhan ken
nebeut. Mac’harit, nec’het-maro, a gas eur mevell d’he
glask. Epad m’edo o c’hortoz ar mevell da zistrei, setu
ar giez a veze ato oc’h heul ann dijentil o tont enn ti enn
eur iudal, hag hi o kregi e lostenn Mac’harit enn eur
jacha anezhi etrezek ann or. Mac’harit a ia er meaz var-lerc’h
ar giez. Houma a gemer da genta hent Pouzzool ;
mes a benn eur c’hart heur mad a vale e tro enn eur
park, hag abarz ar fin e chom a za dindan eur vezenn
zero. Eno e tiroll da iudall goasoc’h-goaz hag en em
laka da skrabat ann douar, endra c’hell. Dizelei a ra
evelse breac’h eunn den maro, ha goudeze he benn, a
ioa dija ar prenved ganthan hag a daole eur c’houez
pounner. O truez ! Mac’harit a anavez korf ann dijentil
iaouank, hag a gouez d’ann douar semplet.
Ear ar pardaez a reaz d’ezhi dizempla. Neuze, leun a spount rak barnedigez Doue, ec’h en em denn ac’hano enn eur vouela d’he dizursiou, hag e sko var ehun da di he zad. Digemeret mad e oue da genta ; mes prest goude e oue kaset kuit abalamour he lesvamm ne c’helle ket he gouzanv. Ar bec’herez baour ne c’houie mui pe du trei pa glevaz eur vouez o lavaret d’ezhi e goeled he c’haloun mont da Gortoonn da gabut ann Tadou euz a Urs sant Fransez, Senti a eure raktal ouz ar vouez-se.
Enn eur erruout e Korloonn, Mac’harit a c’houlennaz beza resevet e Trede-Urs sant Fransez. Mes ne oue ket resevet dioc’htu : ann Tadou a zonjaz oa guelloc’h gortoz ken na vije guelet ha distroet oa ouz Doue a vir galoun. Ne zaleaz ket da rei merkou anat a gement-se, hag a benn tri bloaz e oue guisket d’ezhi sae ann Trede-Urs. Dija, epad m’oa bet e ti he zad, e devoa trouc’het he fennad bleo melen ha lezet he dillad kaer a gostez ; brema, he brasa plijadur oa kastiza he c’horf dre binijennou nevez. Kement a gaz e devoa ouz he gened ma skoe var he divoc’h ha var he zal a daoliou mein ; kousket a rea var ar c’halet, hag avechou e tremene ann noz holl o pedi hag o vedita. Evelse e teuaz buhan da veza brudet dre he zantelez, hag euz a bep korn ar vro e tiredet d’he c’haout evit beza pareet dioc’h klenvejou ar c’horf ha klenvejou ann ene.
O veza m’e devoa mouget enn he c’haloun peb karantez evit ar grouadurien, Doue he-unan a gomze outhi aliez. Mes da genta ne rea anezhi nemed : « — Va faourezik geaz. » Hogen, Mac’harit e doa c’hoant e roje d’ezhi eunn hano teneroc’h, ha setu hi ha goulenn eunn droiad: « — Peur eta, o va Zalver, e leverot d’inn : Va merc’h ! » Jezuz a respountaz kerkent: « — N’oud ket c’hoaz din euz ann hano-ze abalamour ma’z oud c’hoaz merc’h ar pec’hed ; neta da ene dre eur gonfesion jeneral, ha me a resevo ac’hanod e renk va merc’hed muia karet. »
Mac’harit ne jomaz ket da varc’hata. Epad eiz dez dioc’htu e furchaz kement kougn-tro, kement pleg ha displeg a ioa enn he c’houstians, evit gellout diskleria piz d’he c’honfesour holl bec’hejou he iaouankiz hag he bugaleach. Pa oue echu he c’honfesion ganthi e kommuniaz, ha goude ar gommunion Doue a lavaraz d’ezhi erfin : « Va merc’h ! » Ar gomz-ma a lakeaz ar benitantez santel da vont er meaz anezhi he-unan. « — O hano dous, emezhi, hano dudiuz am boa kement a vall da glevet! Doue en deuz great he verc’h ac’hanon ! Ia, « va merc’h, » en deuz lavaret d’inn va Zalver Jezuz ! »
Setu eul lodenn euz ar vuez burzuduz a renaz Mac’harit e Kortoonn epad tri bloaz varn ’nn ugent. Goudeze e klanvaz, hag o veza resevet he zakramanchou diveza, e varvas e peoc’h enn eur vouzc’hoarzin hag enn eur zellet ouz ann env, d’ann 22 a viz c’houevrer 1297. He c’horf a zo chomet abaoue ker fresk ha pa ve beo.
Mac’harit a Gortoonn, goude beza bet epad nao bloaz eur vaouez a zizurs hag a skouer fall, a zo deuet da veza eur zantez vraz ha gloar Trede-Urs sant Fransez. N’euz fors piou e veac’h, ha pa ve zoken grevusoc’h ho pec’hejou eged he re, ha pa ve brasoc’h ann niver anezho, ha p’o pefe roet muioc’h a skouer fall, c’houi a c’hell ive, gant sikour gras Doue, dont da veza eur zant pe eur zantez eveldhi. N’oc’h euz ken da ober evit kement-se nemed distrei ouz Doue a greiz kaloun, ha poania evel Mac’harit da rapari, dre eur vuez a binijenn hag a skouer vad, ann dizurs hag ar skouer fall euz ho puez tremenet.
r zant-ma a ioa ginidik euz ar Spagn, hag ar c’hosa
euz a bemp krouadur. Hogen, daou vreur hag eur
c’hoar d’ezhan a zo henoret ive evel sent, hag he c’hoar
all a oue mamm da eur zant all. Iaouank-flamm oa c’hoaz
p’en em dennaz enn eur gouent el leac’h ma tremenaz
meur a vloaz o pedi, oc’h ober pinijenn hag o studia ar
Skritur Sakr hag ann theoloji. Ne zaleaz ket da veza brudet dre he vertuz hag he zeskadurez, ha goude maro eskop Sevill e oue choazet evit delc’her he blas.
D’ar mare-ze, ar Spagn a ioa etre daouarn ar Visigothed, hag ar re-ma a heulie holl fals kredenn Arius. Levijild, ho roue, a zonjaz ober teir lodenn euz he rouantelez, unan evit peb hini euz he zaou vab hag eunn all evithan he-unan. He zaou vab a ioa ho hano Hermenejild ha Rekared, hag ho daou oant arianed evel ho zad. Hermenejild en devoue kear Sevill evit he lod, hag a ieaz di da jom.
Leandr a ioa bet ato eur mestr evit lakaat ar sperejou ar muia aheurtet da anaout ar virionez euz ar pez a lavare enn he brezegennou. O veza eskop, n’en devoue ken ioul nemed da c’hounit ann heretiked d’ar feiz katholik. Poania a eure dreist peb tra da chounit ar roue Hermenejild, ha dre ann nerz a roe Doue d’he gomzou e teuaz buhan a benn euz he daol.
Ar roue Levijild a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ze, hag a gasaz raktal eunn arme da ober brezel d’he vab. Goude beza lamet he lodenn rouantelez digant Hermenejild, e reaz he garga a jadennou hag he zelc’her er prizoun epad tri bloaz. Erfin, o velet n’oa ket evit ober d’ezhan distrei da fals kredenn Arius, e roaz urs d’he zibenna.
Epad ann amzer-ze, ar roue arian en doa kaset kuit euz ar vro ann holl eskibien katholik, ha Leandr gant ar re genta. Mes ar Zant ne baouezaz ket evit kement-se da zifenn ar guir relijion a enep ann heretiked. Skriva a eure daou levr evit diskouez n’edo ket ar virionez gantho, hag ann daou levr-se a oue skignet e kement korn a ioa er Spagn. Eul levr all a skrivaz c’hoaz evit he c’hoar leanez, hag al levr-ma a ioa divar benn stad ar guerc’hezed hag ar fae a dleer da ober var ar bed.
Goulskoude Levijild o veza kouezet klanv a zavaz keuz ganthan da veza lazet he vab ha kaset kuit ann eskibien katholik. Gelver a reaz ar re-ma da zont enn dro, ha neuze e lavaraz da Leandr ober evit he vab Rekared ar pez en doa great evit Hermenejild. Ar roue koz a varvaz prest goude, ha Rekared kelennet gant ar Zant evel m’oa bet he vreur merzer, a zilezaz eveldhan fals kredenn ann Arianed. Mes ne oue ket he-unan o trei kein d’ezhi : gant sikour gras Doue ha prezegennou Leandr e lakeaz he holl zujidi da gemeret skouer diouthan. Evithan a ioa ker stard enn he feiz ma ne c’houzanve heretik ebed nag er c’hargou, nag enn arme.
Daou vloaz goude maro he dad, Rekared a asamblas eur c’honsil e Toled. Pevar ha tri-ugent eskop en em gavaz eno, hag ar Zant en devoue ar plas kenta abalamour ma’z oa kannad ar pab er Spagn. Ar c’honsil a goundaonaz ann Arianed (ar re-ma a lavare n’en doa ket Jezuz-Krist ar memes natur gant Doue ann Tad ha rak-se n’oa ket e guirionez Doue eveldhan), hag ar zetans a goundaonasion a oue sinet, n’e ket hebken gant ann eskibien a ioa chomet ato fidel, mes c’hoaz gant ar roue hag ar rouanez, ha gant ann eskibien, ar veleien hag ann dud all o doa bevet enn herezi betek a nevez a ioa. Evelse e teuaz Visigothed Spagn da zistrei holl d’ann Iliz katholik goude beza heuliet fals kredenn Arius epad tost da zaou c’hant vloaz. Hogen, ar penn-kaoz euz ann distro euruz-ma a oue sant Leandr, hag abalamour da ze eo bet hanvet Abostol ar Visigothed.
Pa oa prest ar c’honsil da echui, Rekared a bedaz ann eskibien da ordren ma vije lavaret ar Gredo enn offerenn a vouez huel, e kement iliz a ioa enn he rouantelez, evel m’edo dija ar c’hiz e kostez ar Zao-Heol. Er feson-ze, emezhan, e vije easoc’h d’ann dud fidel gouzout petra dlient da gredi, ha goude beza great eunn akt a feiz evel hennez, e vijent dinoc’h da dostaat ouz ann daol zantel. Ann eskibien a gavaz mad ar pez a lavare ar roue, ha setu aze penaoz eo deuet ive e broiou ar C’huz-Heol ar c’hiz da gana ar Gredo bep sul enn offerenn-bred.
Sant Leandr en em dennaz goudeze e Sevill el leac’h
ma tremenaz ann nemorant euz he vuez o c’houarn he
eskopti, o veilla var ann eneou a ioa enn he garg, hag o
poania d’en em zantifia he-unan muioc’h-mui. Erfin,
d’ar 27 a viz c’houevrer euz ar bloaz S96, e oue galvet
gant Doue da vont da reseo enn env ar rekoumpans en
doa meritet dre he vertuziou hag he labouriou abostolik.
Ar Gredo a vez kanet bep sul enn offerenn-bred eo simbolenn Nisee ha Konstantinopl. Ar zimbolenn-ze n’e ket dishenvel dioc’h hini ann Ebestel, nemed ez euz ennhi eur ger bennag muioc’h evit isplika guelloc’h eo Jezuz-Krist, evel Doue, par d’he Dad e peb tra, hag evit rei da anaout enn eur feson sklearoc’h eo ar Spered-Santel Doue evel ann Tad hag ar Mab, hag e teu euz ann eil hag euz egile. Kanet e vez dioc’htu goude ann Aviel hag ar pron, ha kement den a zo enn offerenn a dle neuze sevel he vouez da heul ar ganerien, evit diskouez dirak ann holl e kred a greiz kaloun ar pez a zo merket enn Aviel ha kement tra a zesk d’ezhan a berz Doue ann Iliz santel katholik. N’euz netra kaeroc’h ha dudiusoc’h eged ar bommou kan-ze euz ar Gredo laosket etrezek ann env, evel eur c’hri a feiz hag a esperans, gant meur a gant pe meur a vil gristen asambles. Ar re ne c’houzont ket kana pe ne c’houzont ket lenn a dle da vihana kinnig ho bolontez vad da Zoue, ha lavared d’ezhan e goeled ho ene int prest ive, evel ar re all, da rei dirak ann holl testeni euz ho feiz hag euz ho esperans.
uelin a ioa ginidik a Vro-Zaoz, hag a deuaz da Vreiz-Izel asambles gant sant Tugdual. Keit ha ma chomaz
ar zant-ma e Trebabu, Ruelin a jomaz ive; mez pa’z eaz
sant Tugdual da brezeg ann Aviel dre ar vro, n’euz mar
ebed na oue Ruelin unan euz ann daouzek a gasaz
ganthan d’he zikour; rak sant Tugdual a garie Ruelin
dreist he holl ziskibien all, hag he gaout a renke ato da
ober koumpagnunez d’ezhan.
Sant Tugdual o veza goudeze savet eur gouent nevez
e Landreger, var douarou ar roue Derok, sant Ruelin a
ieaz ive di da jom, ha divezatoc’h, pa oue hanvet sant
Tugdual da eskop ha pa lavaraz Doue d’ezhan kuitaat he
eskopti eur pennad evit tec’het araok eunn nebeut
tudchentil fallakr a glaske lamet he vuez diganthan, sant
Ruelin a oue adarre he goumpagnoun. Var a gounter,
sant Tugdual hag he vignoun en em dennaz neuze e
kouent Trebabu pe e parrez Sant-Seo e kichen Montroulez,
e leac’h ma’z euz c’hoaz hirio eur geriadenn hag a
hanver Ruelin.
A benn pell goude, sant Tugdual o veza dija prest da vervel a oue pedet gant chalonied he iliz kathedral da joaz he-unan ann hini a dlie beza lakeat da eskop var he lerc’h. Ar Zant, o veza goulennet sklerijenn digant ar Spered-Santel, a joazaz Ruelin he ziskib muia karet, hag ar choaz-ma a oue kavet mad gant ann holl nemed gant Pergat, vikel vraz. Hema evelato ne ziskouezaz netra keit ha ma oue beo sant Tugdual; mes kerkent ha ma oue maro hag enterret, e klaskas freuza ar pez en devoa great. C’hoant beza eskop en doa he-unan, hag evel ma’z oa eunn den a spered hag eur prezeger dispar, lod euz ar veleien a droaz ganthan. Ar re all goulskoude a zalc’he ato da zant Ruelin abalamour m’oa bet choazet gant sant Tugdual, ha setu ne c’hellet ket en em glevet.
Evit trouc’ha berr var gement-se, e oue galvet ar re vouizieka euz ann dud a iliz d’en em asambli enn eur zal euz ann eskopti. A veac’h o devoa kemeret eno peb hini he blas ma veljont eur sklerijenn gaer o para er zal, ha sant Tugdual oc’h en em ziskouez dirazho gant he viskamant a eskop hag eur mintr skeduz var he benn. Ha setu hen ha trei dioc’htu oc’h Pergat, ha lavaret d’ezhan gant eur vouez rust e vije skoet abarz nemeur gant justis Doue ma ne guitaje ket ar zonj fallakr en doa lakeat enn he spered. O klevet ar c’homzou-ze, Pergat a c’houlennaz pardoun digant Ruelin, ha raktal ann holl a anavezaz ar zant-ma evit ho eskop. Var a gounter, Pergat a reaz pinijenn goudeze hag a deuaz he-unan da veza sant.
Ruelin a ioa dija brudet dre he zevosion hag he zeskadurez, ha dre he zousder hag he garantez e kenver he nesa. Eur vech sakret eskop, e poaniaz da gerzet bepred var roudou sant Tugdual, he vestr, ha da gemeret skouer diouthan evit ar pez a zelle ouz gouarnamant he eskopti. Aketuz oa eveldhan da holl zeveriou eur pastor mad, ha goude beza labouret gant kalz a frouez da gendelc’her ha da greski ar feiz ha doujans Doue etouez ar bobl a ioa enn he garg, e varvaz leun a veritou d’ann 28 a viz c’houevrer eur ar bloaz 641. Guech all ez oa e Landreger eur chapel savet enn he henor, ha Tregeriz o deuz bet ato eunn devosion vraz evithan.
Ar zant-ma en deuz bet ann eur da veza diskib ha mignoun da zant Tugdual, unan euz a ebestel hor bro ger Breiz-lzel, ha goudeze pa oue hanvet da eskop enn he blas, e poaniaz da gerzet bepred var he roudou ha da gemeret skouer diouthan evit ar pez a zelle ouz gouanamant he eskopti. C’houi a zo bet ive kelennet ha karet enn ho pugaleach hag enn ho iaouankiz gant eunn tad hag eur vammi a zoujans Doue, gant mistri kristen ha vertuzuz. Diouallit eta da ankounac’haat ar c’henteliou hag ann aliou mad oc’h euz bet digantho, ha pa viot deuet da veza mistri d’ho tro, lakit ive ho poan da gerzet var ho roudou ha da gemeret skouer dioutho evit ar pez a zell ouz gouarnamant ho tiegez. Evelse e viot sent hoc’h-unan evel ho tadou hag ho mammou, evel ho tadou koz hag ho mammou koz ; rak ni, ken etrezomp Bretouned, a c’hell lavaret gant guirionez ez oump euz a vouenn ar Zent hag eur vez e ve evidomp ma ve kollet ar vouenn-ze enn hor bro.
r zant-ma a ioa ganet e parrez Languidik enn eskopl
Guened, hag en em dennaz abred enn eur gouent
euz ann eskopti-ze. Ne oue ket pell eno na oue treac’h
d’ann holl venac’h all dre he humilite ha dre he aked
d’ar bedenn.
O veza ne felle d’ezhan beva nemed evit Doue, e rea
d’he gorf dioueret kement plijadur ha kement eazamant
a c’heller da gaout var ann douar, hag ato e veze var
evez gant aoun na deuje eunn dra bennag da zistrei he
zonj dioc’h ann env ha dioc’h silvidigez he ene. Petra
bennag ne glaske ket plijout d’ann dud, ar venac’h all
n’oant ket evit miret d’he garet ha d’he istimout abalamour
d’ar vertuziou kaer a remerkent ennhan, ha da
varo ann abad pe ar superior, e oue choazet gantho
holl evit delc’her he blas. Albin a ioa neuze oajet a
bemp bloaz ha tregont.
Lod euz ar venac’h a ioa eunn tammik laoskeat e servich Doue ; ne oant mui ken devot ha m’oant bet da genta, na ken aketuz d’ann deveriou euz ho stad. Ann abad nevez a boaniaz d’ho c’helenn ervad, ha dre he furnez hag he zousder e teuaz a benn da c’hoonit ar sperejou ar muia aheurtet ha da zigas adarre var hent ar zantelez ar re a ioa eat pella diouthan.
Pemp bloaz var’nn ugent a ioa ma c’houarne Albin ar gouent-se pa oue hanvet da eskop enn Anjer. Ne gemeraz ar garg-ma nemed enn despet d’ezhan, hag eur vech sakret eskop ne oue tamm dishenvel dioc’h ar pez m’oa bet diagent. Kendelc’her a eure da viret reolenn he Urs ha da gastiza he gorf dre ar rusta pinijenn.
Ar pez a glaske dreist peb tra, evel eskop, oa disc’hrizienna ar giziou fall euz a douez ar bobl. Unan euz ar giziou-ze oa ann dimiziou etre ar gerent tosta hag etre ar breudeur hag ar c’hoarezed-kaer. Sant Albin en em zavaz gant kalz a nerz a enep eunn hevelep dizurs. Mont a reaz he-unan da velet sant Sezer, eskop Arlez, evit goulenn kuzul diganthan var ar poent-ma, ha lakaat a eure ann trede konsil a Orlean da zougen eul lezenn evit koundaoni ar seurt dimiziou-ze.
N’en doa damant da zen pa veze hano da zifenn lezennou ann Iliz. Eunn dijentil braz o veza bet eskummunuget abalamour d’ar skouer fall en doa roet o timezi da eur garez d’ezhan, ann eskibien all o doa c’hoant da lamet ann eskummunugenn divarnhan. Albin hebken n’oa ket avis a gement-se. Evelato, o veza m’edo he-unan dioc’h he gostez, e sentaz erfin oc’h ann eskibien all. Mes pa lavaraz ar re-ma d’ezhan kas bara benniget d’ann dijentil, evel m’edo ar c’hiz enn amzer-ze, evit diskouez her c’hemere adarre evit eur c’hristen fidel, ar Zant a respountaz : « — Me raio ho polontez p’e guir emaoc’h holl a enep d’inn. Mes, guelet a reot, ar pec’her-ze ne zaleo ket da veza skoet gant dorn Doue ma n’e ket din e ve lamet ann eskummunugenn divarnhan, hag evidon-me a gred n’e ket din. »
Ar pez a lavare Albin a deuaz da veza guir. Ann dijentil eskummunuget a gouezaz maro-mik enn eunn taol kount araok ma erruaz ar bara benniget betek ennhan. Ar gentel-ma a reaz d’ann eskibien all beza hiviziken startoc’h enn ho dever.
Doue en doa roet d’ar Zant ann donezoun a viraklou, hag ann dra-ze a greske c’hoaz ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithan. Gouarn a eure he eskopti betek ann oad a bevar-ugent vloaz, ha d’ar c’henta a viz meurs euz ar bloaz 550 e roaz e peoc’h he ene da Zoue. He gorf a oue enterret enn iliz Sant-Per ; mes a benn c’houec’h vloaz goude e oue kaset ac’hano da eunn iliz nevez a ioa bet savet dre urs ha divar goust Childebert, roue Frans. Ouspenn tri-ugent parrez, ken e Breiz, ken e Frans, o deuz choazet sant Albin evit ho fatroun.
Ann dimiziou etre ar re a zo kerent dre ar goad pe dre allians hebken a zo difennet gant ann IIiz betek ar bederved lignez. Evelse daou zen iaouank ne c’hellont ket dimezi ann eil d’egile mar d-int kendirvi gompez, pe vugale, pe vugale vihan da gendirvi gompez. Er memes tra, eunn intanv ne c’hell dimezi na d’he c’hoar-gaer, na da eur vaouez hag a ioa he c’hreg kenta hag hi kinitervezed kompez, pe vugale, pe vugale vihan da gendirvi gompez. Ar seurt dimiziou-ze n’int ket hebken difennet dindan boan a bec’hed, mes nul int c’hoaz dreizho ho-unan ha n’o deuz talvoudegez ebed dirak Doue ha dirak ann Iliz pa vezont great heb dispans. Hogen, eunn hevelep dispans ne dle beza goulennet nemed evit eur rezoun vraz bennag, ha c’hoaz ann Iliz ne gar ket he rei ; rak ann natur he-unan a verk n’e ket ann dra-ze eunn dra vad ha deread. Ar gerent a zimez entrezho a ia buhanoc’h ho goad da fall, hag ar vouenn anezho ne bad ket keit : ann dra-ma a zo anavezet a bell zo. Setu perak hon Tad santel ar Pab Pi Nao en deuz, brema ez euz eunn nebeut bloaveziou, savet he vouez a nevez evit dizalia ar gristenien fidel dioc’h ar seurt dimiziou-ze. Sentit outhan, ha ne glaskit morse dimezi gant ho kerent tosta nemed eur rezoun dreist-ordinal o pefe.
aoua a ioa ginidik euz ann Irland, hag a deuaz da
Vreiz-Izel asambles gant sant Paol ; lod a lavar zoken
oa niz d’ar zant-ma. Goude beza bet eur pennad o prezeg ann Aviel e kostez Leon, e oue hanvet da bersoun
e Brasparts, ha ne c’houfe den koumpren pegement
a boan en devoue eno da genta. Ar barrisioniz
n’oant ket hanter-zesket var guirioneziou ar relijion,
ne c’houient tamm katekiz ebed, kouls lavaret, hag
enn ho zouez ez oa c’hoaz meur a baian. Mes ar Zant
a labouraz kement d’ho c’helenn, ken enn iliz, ken
enn ho ziez ha n’euz fors e pe leac’h ec’h en em gave
gantho, ma teuaz a benn a nebeut a nebeut da skleraat
ho sperejou, da c’hounit ho c’halounou ha da ober
anezho kristenien vad.
Jaoua a iea ive da brezeg d’ar parreziou divar dro, hag er parreziou-ma evel e Brasparts e lakea eur maread pec’herien da guitaat ho buez fall. Aotrou ar Faou a gemeraz kaz outhan abalamour d’ann dra-ze. Ann dijentil-ze, o veza c’hoaz paian, n’oa ket evit gouzanv ar venac’h hag ar veleien. Eunn devez e oue lavaret d’ezhan oa en em asamblet abad Landevennek, eunn abad all ha sant Jaoua, enn eur chapel hag a ioa tost d’he zouarou. Raktal e red di gant eur vandenn dud ken difeiz ha ken dibenn hag hen, hag enn eur erruout e laz ann daou abad. Dre c’hras Doue, sant Jaoua a c’hellaz tec’het kuit ha savetei he vuez.
Goulskoude eunn hevelep torfed a goustaz ker da Aotrou ar Faou ha d’ar vro m’edo e chom ennhi. Ann dijentil a oue bourrevet enn eur feson skrijuz gant eunn arme a zrouk-sperejou a ioa eat enn he gorf, hag eunn dragoun pe eur zarpant heuzuz a zifourchaz euz ar mor hag a lakeaz ann drubuill hag ar spount e pevar c’horn ar vro; rak lonka a rea kement den ha kement loan en em gave var he hent.
Oc’h en em velet enn eur stad ker reuzeudik, tud ar Faou a c’halvaz sant Paol da vont d’ho zikour; rak klevet o doa hano anezhan evel euz a eunn den hag a ioa vraz he c’halloud dirak Doue. Sant Paol a deuaz, hag o veza stoliet ann dragoun enn hano Jezuz-Krist, e viraz outhan da ober drouk ebed mui.
Goudeze e kasaz ann diaoul euz a gorf Aotrou ar Faou enn eur ober sin ar groaz varnhan. He gelenn a reaz ive var guirioneziou ar feiz, ha pa gavaz d’ezhan e c’houie mad aoualc’h he greansou, e lavaraz da zant Jaoua he vadezi. Rak sant Jaoua a ioa bet o tiambroug sant Paol beteg Koatgarz, hag abaoue oa chomet da ober koumpagnunez d’ezhan. Hogen, evit rapari he dorfed, Aotrou ar Faou a lakeaz sevel eur gouent nevez el leac’h m’en doa lazet ann daou abad, hag e memor euz ann daou vuntr-se, ar gouent nevez a oue hanvet Daoulas. Sant Jaoua a oue hanvet da abad er gouent-ma; mes karget oa ato euz a barrez Brasparts.
Neuze eur guchenn dud fallakr a reaz adarre goall vuez d’ezhan, ha setu hen ha mont da Gastell da gaout sant Paol. Sant Paol her c’hemeraz da vikel vraz, hag a benn daou vloaz goude, oc’h en em velet dija koz ha kabac’h, e lakeaz anezhan da eskop enn he blas.
Sant Jaoua a boaniaz da gerzet bepred var roudou sant Paol; mes ne oue ket pell eskop. Abaoue m’en doa kuiteat Daoulas ha Brasparts, tud ar vro-ze ne c’hellent mui kaout tamm eost ebed. Pedi a rejont ar Zant da vont da lamet divar ho douarou ar valloz o devoa tennet varnho dre ho ingrateri enn he genver. Jaoua a ieaz, hag a obtenaz pardoun evitho digant Doue. Mes prest goude e klanvaz e presbital Brasparts, hag eno e varvaz e peoc’h var dro ar bloaz 562. Sant Kenan, persoun Plouguerne, a ioa bet digaset gant sant Paol da rei d’ezhan he zakramanchou diveza. Araok mervel en doa lavaret lakaat he gorf enn eur c’harr nevez, stargna daou ejenn ouz ar c’harr, ha lezel ann ejenned da vale ken na jomchent a za anezho ho-unan. Setu ar pez a oue great. Hogen, ann ejenned a valeaz betek ma errujont e parrez Plouvian, var eunn dachenn vraz el leac’h ma torraz ar c’harr. Eno e oue enterret korf sant Jaoua, ha divezatoc’h e oue savet eur chapel var he vez. Evelato he relegou n’emaint mui er chapel-ma : kaset int bet da Gastell a-c’houdevez.
Ni on euz da ziouall rak eunn dragoun hag a zo kalz goasoc’h eged ann hini a deuaz var dro ar Faou enn amzer sant Jaoua. Hennez ne lame digant ann dud nemed buez ar c’horf, hag enn hor c’hichen-ni ez euz eunn dragoun all, dragoun ann ifern pe ann diaoul, hag a glask lamet diganeomp buezann ene. Hema en deuz muioc’h a ijinn hag a fallagnez eged egile, ha ne ehan da stegna he rouejou dirazomp evit hor c’holl da viken ; bezomp eta bepred var evez gant aoun na vemp paket er rouejou-ze.
Diouallomp ive na lakafemp goalinier Doue da goueza varnomp oc’h ober fae var gomzou ar re a zeu d’hor c’helenn euz he berz.
ant Guennole (guenn-holle) a ioa ganet e kostez Sant-Briek
er bloaz 418. Hano he dad oa Fragan, ha Guenn,
hano he vamm. Ho daou o doa goestlet ho mab da Zoue
araok m’oa deuet var ann douar; mes pa veljont peger
koant ha peger chentil oa enn he vugaleach, ha pegement
a spered hag a skiant en doa dija d’ann oad-se, ne
falvezaz d’ezho mui seveni ho fromesa. Goulskoude, pa
c’houezaz pe seurt veu o devoa great, Guennole he-unan
ho aliaz da zelc’her mad d’ho ger ; rak hen, dioc’h he
gostez, n’en doa ken ioul nemed d’en em rei holl da
zervich Doue.
Fragan, o veza eat eunn devez d’ar park da gaout he vevellien, a oue pilet d’ann douar gant eunn tarz kurun. Kerkent ar mevellien a ziredas holl enn dro d’ho mestr evit he zevel, ha neuze e klevchont anezhan oc’h huanadi hag o lavaret dre he huanadou : « — Va Doue, d’ehoc’h int holl, hag ho goestla a rann d’ehoc’h azalek ar c’henta- betek ann diveza. Resevit-hi, o va Doue, rak c’houi eo oc’h euz ho roet d’inn. N’e ket hebken Guennole, o va Doue, mes c’hoaz he zaou vreur kosa hag he c’hoarik vihan; n’e ket hebken ar vugale, mes ive ann tad hag ar vamm. »
Enn eur erruout er gear, Fragan a gountaz d’he bried ar pez a ioa c’hoarvezet ganthan, ha prest goude e oue kaset Guennole da zant Budok, a ioa o chom enn eunn enezenn tost d’ann aod. Ar zant-ma a ioa deuet di euz a Vro-Zaoz asambles gant eur vandenn venac’h, hag en doa savet eno eur gouent hag eur skol evit ann dud iaouank.
Guennole ne oue ket pell er skol-ze na oue treac’h d’ann holl skolaerien all dre he zevosion ha dre he aked d’ar studi. Enn eunn devez e teskaz he lizerennou, hag abarz nemeur e c’houezaz dindan evor ar Skritur Sakr penn-da-benn. A hent all, e kastize he gorf dre gement a binijennou, e chome keit ha keit all da vedita enn noz, hag e tiskoueze kaout kement a blijadur o kana meuleudiou ann Aotrou Doue, ma’z oa souezet he vestr o velet anezhan o ren eur vuez ker santel, hag hen ker iaouank c’hoaz.
Etre daou sant Budok a anavezaz oa galvet Guennole da vont enn eunn tu all bennag, ha raktal e choazaz unnek euz he ziskibien evit ober koumpagnunez d’ezhan. Guennole a oue hanvet da zuperior petra bennag ne oa c’hoaz nemed ugent vloaz pe eur bloaz var’nn ugent, ha kerkent he unnek koumpagnoun hag hen en em lakeaz enn hent enn avantur Doue, heb gouzout da be leac’h ez eant.
Goude beza great eur pennad mad a vale a dreuz Treger, Leon ha Kerne, e tigouezchont var ribl ster ar C’hastellin. Eno e tremenjont tri bloaz enn eunn enezennik a hanver ato Ti-Bidi, da lavaret eo, ti ar beden; mes ann avel-dro a skoe euz ar mor var ann enezenn-ze a reaz d’ezho he c’huitaat.
Treuzi a rejont eta ar ster evit mont da jom enn eunn draonienn a ioa er c’hostez all. Enn draonienn-ma eo e savaz Guennole kouent pe abati Landevennek, a zo bet guech all ker brudet enn hor bro. Ar roue Grallon a stagaz douarou ha leveou ouz ar gouent nevez, ha Guennole o veza resevet ann Ursiou sakr a oue choazet evit kenta abad.
Hogen, eunn eston eo klevet hano euz ar vuez pinijennuz a rene ar Zant er gouent-se. Noz-deiz hag hanv-goanv n’en doa ken guiskamant nemed eur porpant reun, ha var c’horre ar porpant-ma, eur zae hirr great gant kroc’henn gavrik. Kousket a rea ato var ann treaz pe var al ludu gant eur mean hebken dindan he benn. Ne zebre nemed louzeier glaz pe griziou poaz, ha bara heiz great gant bleud ha ne veze ket bet tamoezet. Ne eve morse nemed dour, hag epad ar c’horaiz ne rea nemed daou bred er zizun.
Mes, mar d-oa ker rust ha ken didruez-se outhan he-unan, Guennole a ioa bepred dous ha chentil e kenver ar re all, hag ar pinijennou braz a rea ne lakeant ket he benn da veza tenval : ar joa hag al laouenedigez a bare dalc’h-mad var he dal. Respetet hag istimet oa gant ann holl, gant ar roue Grallon kouls ha gant sant Korantin.
Ar Zant a vevaz evelse betek ann oad a bemp bloaz ha pevar-ugent. Neuze eunn eal a ziskleriaz d’ezhan ann deiz hag ann heur euz he varo. Guennole, o veza kountet ann dra-ze d’he ziskibien, a offerennaz d’ann deiz merket hervez he gustumm. Goude-ze e chomaz enn he za dirak ann aoter, harpet var daou vanac’h, hag eno e tremenaz heb beza bet klanv tamm ebed, epad m’edo ar venac’h all o pedi Doue enn dro d’ezhan. He gorf a oue enterret e chapel ar gouent.
Ann tadou hag ar mammou o defe pec’hed oc’h ober d’ho mab pe d’ho merc’h mont da velek pe da leanez, pe gemeret eur stad all a vuez ma n’int ket galvet gant Doue d’ar stad-se ; mes pec’hed o defe ive o viret outho, mar d-int galvet. Ar vugale a zo da Zoue araok beza d’ho zad ha d’ho mamm; rak-se Doue a zo mestr d’ho lezel gant ar re-ma pe d’ho lamet digantho evit he zervich he-unan, hag eur vech m’en deuz roet merkou sklear euz he volontez var ar poent-ma, dever ann tad hag ar vamm eo senti outhan dindan boan da riskla silvidigez ho bugale hag ho zilvidigez ho-unan.
r zant-ma a ioa mab da Gasimir III, roue ar Pologn,
ha da Elizabeth a Aotrich, merc’h d’ann impalaer
Albert. He vamm a ioa devot meurbed ha ne espernaz
netra evit he zevel e doujans Doue ha rei d’ezhan eunn deskadurez vad ha kristen. Paet mad e oue evit he foan ;
rak a-vihanik Kasimir a rea fae var ar c’hoariou ha var
ann traou lipouz a blij kement d’ar vugale all: n’en doa
ken sonj na ken ioul nemed da zavetei he ene. Ann heuz
en devoa ouz ar pec’hed a ioa ker braz m’en doa aoun
zoken rak ar skeud anezhan. A hent all oa ken aketuz
d’ar studi ma’z oa ann holl souezet o velet peger buhan
e teske. Mes ar c’henteliou hag ann deveriou a garie
dreist peb tra, epad m’edo er skol, oa ar re a veze hano
ennho a draou santel.
O veza c’hoaz iaouank-flamm, e kastize dija he gorf dre ar iun hag ar binijenn, ha dindan he zillad kaer e touge peurvuia eur c’houriz reun. Aliez e kouske var ar c’halet, pe e tremene ann noz o pedi eharz dor ann iliz, he benn harp enn douar. Evelse, petra bennag ma’z oa mab da eur roue, ha breur hag eontr da rouaned all, ne istime ann dra-ze netra e skoaz ann henor da veza kristen, bugel da Zoue hag heritour euz ann env.
He garantez evit Jezuz-Krist a ioa ken tener ma’z ea er meaz anezhan he-unan bep vech ma kleve hano euz ar poaniou en deuz gouzanvet evit hor prena, hag epad ann offerenn ar zonj euz a basion hag euz a varo ar Zalver benniget-se a skoe eunn taol ker pounner enn he galoun ma’c’h ankounac’hea holl draou ar bed-ma ha ma ne veze mui he spered var ann douar.
Ar burete euz he vuez a ioa henvel ouz hini eunn eal, hag ar burete-ze en em ziskoueze kement enn he holl oberiou ma rea d’ar re a gomze pe a zelle outhan kaout avi ouz eur vertuz ker kaer. Mes ive ar Zant a veille bepred varnhan he-unan evit miret ann tenzor presiuz-se, hag o veza kouezet goall glanv, e oue guell ganthan mervel eget rekour ar iec’hed hag astenn he vuez divar goust he jastete.
Bez’en devoa erfin eunn devosion heb he far evit ar Verc’hez Vari, mamm da Zoue, hag ober a reaz enn he henor eur c’hantik latin, a gane pe a lavare bemdez, hag a falvezaz d’ezhan a vije lakeat enn he arched goude he varo. Pa oue digoret he vez er bloaz 1604, e oue kavet he gorf fresk-beo hag enn he bez, ha kantik ar Verc’hez ato etre he zaouarn. Ar c’hantik latin-ze a zo bet troet e brezounek, hag a zo anavezet mad enn hor bro. Setu ama ar c’houblad kenta hag ann diskan anezhan :
O va ene, kanomp bemdez
Da Vari meuleudiou ;
He oberiou, he holl buez
A zo leun a vurzudou.
Diskan :
Gloar da Vari ha meuleudi !
Pebez burzud evuruz !
Mari guerc’hez
Ha mamm ivez,
Guerc’hez ha mamm da Jezuz !
Sant Kasimir a ioa ive leun a garantez evit he nesa, ha kement a druez en doa ouz ar re a vele er boan pe enn dienez, kement e klaske ober vad d’ezho, ma oue hanvet Tad hag Alvokad ar beorien hag ann dud reuzeudik. Mes he galoun a ioa rannet o sonjal ez oa c’hoaz chismatiked e rouantelez Pologn. Alia a reaz eta he dad da zougen eul lezenn evit miret ouz ar chismatiked-se da zevel templou nevez ha da rapari ar re goz, a ioa dija kouezet enn ho foull. Ar roue he dad a heuliaz he ali, hag al lezenn a oue douget evit brasa mad ar relijion gatholik.
Ar prins santel-ma a ioa o ren he bemp bloaz var’nn ugent pa oue skoet gant eur c’hlenved hag a lamaz he nerz diganthan a nebeudou. Rei a eure he-unan da anaout pe da zeiz ha da be heur e tlie mervel, ha d’ann deiz merket, pevar a viz meurs 1483, e tremenaz sioul goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eunn devosion vraz, hag epad m’edot o kana salmou enn dro d’he vele. Goude he varo, Doue a ziskleriaz he zantelez dre eur maread miraklou.
Ar vertuz a burete a ra d’ann den var ann douar beza henvel ouz elez Doue er baradoz. N’oc’h euz ket kaeroc’h tenzor er bed-ma, tud iaouank, eged ar burete-ze ; mes arabad e d’ehoc’h sonjal e c’hellfac’h he miret heb poan. Tentet e viot noz-deiz, hag ar bed, ar c’hig hag ann droug-speret ne lezint repoz ebed ganeoc’h e kenver ar poent-ma. Mar fell d’ehoc’h eta beva chast, kemerit skouer dioc’h sant Kasimir. Beillit bepred var hoc’h holl skianchou : eur zell hebken a zo aoualc’h evit ho lakaat da goueza er pec’hed. Difizit ac’hanhoc’h hoc’h-unan, bezit aketuz d’ar bedenn, tostait aliez ouz ar zakramanchou, grit d’ho korf dioueret ar pez a c’hellfe kreski nerz ho techou fall, bezit devot d’ar Verc’hez, ha dreist peb tra pellait dioc’h ar plasou hag ar c’houmpagnuneziou el leac’h ma veach e riskl da goll ar gened euz hoc’h ene.
ann-Joseph a ioa ganet er bloaz 1654, da c’houel Maria-Hanter-Eost, enn eunn enezenn a rouantelez Napl. Diskouez a reaz a-vihanik petra dlie beza divezatoc’h; rak
dija d’ann oad-se e tremene he holl amzer o pedi, o
studia hag o vizita ann ilizou. Eunn devosion vraz en
devoa ive evit ar Verc’hez Vari; bemdez e lavare he
offis, ha bep sadorn e iune enn he henor divar bara ha
dour. Rei a eure c’hoaz neuze eur merk kaer a basianted.
Unan euz he vreudeur o veza skoet ganthan var ar ru,
ar c’hrouadur paour? e leac’h en em glemm, en em daolaz
d’ann daoulin e kreiz ar pri da lavaret eur Bater evit
he vreur.
Pa oue deuet da baotr iaouank, Iann-Joseph a zavaz
c’hoant ganthan da vont da vanac’h; mes nec’het oa o
klask gouzout e pe seurt Urs en em lakaat. Ober a reaz
eunn navet evit anaout bolontez Doue, ha da fin ann naved
e velaz sklear oa galvet da vont enn Urs sant Fransez,
digaset d’he stad kenta gant sant Per a Alkantara.
Raktal e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent o doa
ar venac’h euz ann Urs-se e Napl. Resevet e oue, hag a
benn eur miz ha pemp devez, e oue guisket d’ezhan sae
ann Urs. Ar zae-ma a hanve he zae a eured, hag epad
ar pevar bloaz ha tri-ugent ma vevaz goudeze, ne falvezaz
d’ezhan morse chench anezhi. Evelse oa ken takounet
abarz ar fin ma oue leshanvet ar Zant ann Tad Kant-Pensel.
Ann novis nevez a gemeraz evit skouer sant Fransez a Asiz ha sant Per a Alkantara, hag heb dale e teuaz he-unan da zervichout da skouer d’ann novised all. Goude beza great he veuiou, e chomaz c’hoaz tri bloaz e kouent Napl, hag epad ann amzer-ze e poaniaz muioc’h-mui da zistaga he galoun dioc’h traou ann douar ha da vervel d’ezhan he-unan. Evit lakaat ar c’hig da zuja d’ar spered, e iune meur a zevez er zizun divar bara ha dour. Ouspenn m’oa goloet he gorf a c’hourizou reun, e touge c’hoaz var he gein hag enn he gerc’henn kroaziou hag a ioa ennho tachouigou hirr ha lemm ho beg.
Ne eve morse a vin, ha ne morse a besked. A veac’h ma kouske teir heur bemnoz, ha p’en em roe da gousket, e chome ato var bennou he zaoulin, he benn harp ouz eur voger.
Er bloaz 1674, e oue kaset da Biedimonte, el leac’h m’edot o sevel eur gouent nevez. Eno e labouraz kement hag e kendalc’haz da ren eur vuez ker pinijennuz ma kouezaz goal glanv ; mes pa zonje d’ann holl oa dija tost he heur diveza, e oue pareet enn eunn taol kount dre eur mirakl a reaz ar Verc’hez enn he genver.
D’ann oad a dri bloaz var’nn ugent, e resevaz ann Ursiou sakr, hag er bloaz varlerc’h e oue hanvet da Vestr ann novised e kouent Napl. Er bloaz 1688, ez eaz d’ar gear da velet he vamm a ioa prest da vervel. He genvroiz, o veza klevet hano euz he vertuziou braz hen digemeraz gant kalz a henor. « — Ema erru ar Zant, emezho ; deomp da ziambroug ar Zant. » Mes ann henoriou hag ar meuleudiou-ze a rea mez d’he humilite. He vamm en em erbedaz d’he bedennou hag a varvaz euruz etre he zivreac’h. Kana a eure evithi offerenn ann enterramant, ha goudeze ec’h heuliaz he c’horf betek ar bez.
Iann-Joseph ar Groaz a ioa bet dija diou vech Mestr ann novised e Napl, ha diou vech all superior e Piedimonte, pa oue choazet evit superior jeneral euz he Urs. Mes aoun en doa ato d’en em goll er c’hargou huel, ha bep tro ma veze savet eunn tammik dreist ar re all, e veze mall ganthan diskenn adarre er memez renk gantho. Obten a reaz digant ar pab ma vije dizammet euz he garg a zuperior jeneral, ha neuze ec’h en em dennaz e kouent Napl el leac’h ma tremenaz ann nemorant euz he vuez.
Epad m’edo eno, eur marc’hadour lunedou euz a gear, Visant he hano, a ieaz eur mintinvez d’he gaout gant eur paotrik pemp miz hag a ioa goall glanv. « — Tad, emezhan, roit ar iec’hed d’am faotrik. » (Iann-Joseph en devoa ann donezoun a viraklou). Mes ar Zant a respountaz : « — Doue a c’halv ar c’hrouadur-ma davethan ; red eo senti ouz Doue. » « — Mar kollann va mab, eme ar marc’hadour, me lezo greg ha stal, hag a ielo da redet bro. » — « Diouallit, eme ar Zant ; ho mab a vezo eur groaz pounner evidhoc’h mar chom beo ; distroit eta d’ar gear, ha grit mad ho sonj. »
Goude kresteiz, Iann-Joseph a ia da di ar marc’hadour lunedou. « — Ac’hanta, Visant, emezhan, great oc’h euz ho sonj ? » « − Ia, eme ar marc’hadour ; me fell d’inn e chomfe va mab beo. » « — Mad, chom a rai, » eme ar Zant enn eur vont er meaz.
Ar paotrik a bareaz raktal, mes a benn eiz dez goude e teuaz da veza tort dioc’h ann araok ha dioc’h ann adren. Beva a eure evelse betek ann oad a dri bloaz ; mes ne greske tamm, ne lavare ger ha ne rea van euz a netra ; he dad hag he vam a ioa rannet ho c’haloun. Ar marc’hadour lunedou ne grede mui tostaat ouz Iann-Joseph. Abarz ar fin evelato, goude beza bet o kovez hag o kommunia, ez eaz d’en em strinka d’he dreid enn eur c’houlenn pardoun digant Doue. Neuze ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Pardounet oc’h, Visant ; mes hiviziken bezit ato prest da rei ho pugale da Zoue pa blijo ganthan ho lamet diganehoc’h. » A veac’h oa distro ar marc’hadour d’he di ma varvaz he vab enn eur vouzc’hoarzin outhan evit ar vech genta.
Iann Joseph ar Groaz a varvaz he-unan d’ar pemp a viz meurs 1739. Kerkent ne oue klevet dre holl ruiou Napl nemed ar c’homzou-ma : « — Ar Zant zo maro ! Deomp da velet ar Zant! » Kementa viraklou a c’hoar vezaz var he vez ma oue diskleriet euruz gant ar pab Pi VI, hanter-kant vloaz goude he varo, hag ar pab Gregor XVI hen lakeaz e renk ar Zent d’ar 26 a viz mae 1839.
Ann tadou hag ar mammou a dle beza prest ato da rei ho bugale da Zoue pa blij ganthan ho lamet euz ar bed-ma ez-vihanik. Doue a ra ann dra-ze aliez evit brasa mad ann tadou hag ar mammou ho unan, hag evit brasa mad ar vugale. Evit brasa mad ann tadou hag ar mammou, abalamour ar vugale-ze, ma vijent chomet beo, a vije bet marteze eur groaz pounner evitho. Evit brasa mad ar vugale, abalamour ar re-ma a vije bet e riskl da ren eur vuez fall divezatoc’h ha d’en em goll da viken. Goulskoude, n’e ket difennet ouz eunn tad pe eur vamm kaout keuz d’ho bugaligou ; ar pez a zo pec’hed eo en em jala re, ha dreist holl grosmolat a enep Providans Doue.
r zantez-ma a ioa ginidik euz ar Pikardi, hag a oue hanvet Koletta abalamour d’ann devosion o devoa he zad hag he mamm evit sant Nikolas. Kentre ma teuaz da anaout ann Aotrou Doue, e teuaz ive d’he garet ha d’he zervicha euz a greiz he c’haloun. Ken humbl oa m’e deveze plijadur pa veze disprijet pe skandalet, pe pa veze great mez d’ezhi. O veza klevet meuli he gened, e pedaz ann Aotrou Doue da lamet diganthi eunn dra hag a c’hellje beza kaoz d’ezhi d’en em goll. Doue a zelaouaz he fedenn, ha chench a reaz heb dale enn eunn hevelep feson ma chomaz drouklivet, treut ha distrounket-holl hed ann nemorant euz he buez.
D’ann oad a zaou pe dri bloaz var’nn ugent, ez eaz e Trede-Urs sant Fransez, ha goudeze ec’h en em dennaz enn eunn tiik bihan a oue savet evithi gant tud he bro. Eno e kastizaz he c’horf dre ar rusta pinijennou. Dougen a rea diou jadenn houarn e kroaz var he stomok, ha gant ann amzer ar chadennou-ze a zankaz ennhi betek ar beo. N’e devoa evit guele nemed ann douar pe eur plankenn. Enn deiz ne gaozee ouz den, hag enn noz e chome pell hag hirr da bedi. Aliez ive e iune divar bara ha dour, hag avechou zoken ne gemere tamm boued ebed nemed ar gommunion.
Tri pe bevar bloaz a ioa m’edo Koletta o ren ar vuez-se pa anavezaz oa galvet gant Doue da zigas d’he stad kenta Urs leanezed santez Klara, da lavaret eo, da lakaat heul adarre enn Urs-ma ar reolenn a ioa bet heuliet ennhan da genta. Mont a eure raktal da c’houlenn digant ar pab ar c’halloud a renke da gaout evit kement-se. Ar pab he digemeraz gant eur vadelez a dad, hag a roaz d’ezhi dioc’htu ar c’halloud a c’houlenne.
Hogen, ar Zantez e devoue kalz poan o kas al labour-ze da benn. Eur maread tud en em zavaz enn he enep, hag e meur a leac’h e oue great goab anezhi. Mes gant sikour gras Doue ne deuaz ket da fallgalouni, hag abarz ar fin e oue treac’h d’ann holl gontrolieziou.
0 veza bet hanvet da zuperiorez jeneral euz a Urs santez Klara, Koletta a iea bep bloaz da ober eunn dro e kement kouent a ioa enn Urs-se. Eur blavez m’edo e Besanson, e varvaz eul leanez e kouent Poligni, hag al leanez-ma en em ziskouezaz dirazhi enn eur lavaret oa maro e stad fall abalamour m’e devoa nac’het pec’hejou grevuz ouz he c’honfesour. « Mes, emezhi, va barnedigez zo bet appellet var reked ar Verc’hez, ha brema me ho ped d’en em zervichout euz ar c’halloud vraz oc’h euz dirak Doue evit miret ouzinn da veza daonet.» Koletta a gemennaz raktal da zuperiorez Poligni chom heb ober ann enterramant ken na erruje eno he-unan. Erruout a reaz a benn ann trede deiz dioc’h ann abardaez ; ar c’horf a ioa dija enn he arched, mes re zivezad oa evit ober ann enterramant enn devez-ze.
Ar Zantez a dremenaz ann noz holl o pedi. Antronoz-vintin e teujot da c’houlenn diganthi petra ioa da ober, hag hi a respountaz : « — Lavaret ann offis hervez ar c’hustumm. » Mont a reaz he-unan d’ar c’heur gant al leanezed all. Mes, pa oue echu ann offis, e tiskennaz ouz ar balustrou, hag e roaz urs da dostaat ann arched a ioa enn iliz abaoue ann derc’hent. Neuze e lavaraz d’al leanez varo, gant eur vouez grenv : « — Enn hano Jezuz-Krist, savit ! » Kerkent al leanez a zavaz enn he c’houanvez. Koletta a grogaz enn he dorn evit he zikour da zont er meaz euz he arched, ha goudeze e kasaz anezhi da draon ann aoter. Kerkent ive ann dud a ioa enn iliz, ha kalz oant rak ann iliz a ioa leun-chek, en em lakeaz holl da grial a bouez-penn : « Mirakl! mirakl! Pebez galloud n’e deuz ket ar zuperiorez jeneral dirak Doue ! Digas adarre e buez unan hag a ioa maro pevar devez zo, biskoaz kement all ! »
Epad ann amzer-ze, al leanez a ioa o kovez gant belek ar gouent. Enn dro-ma avad e tiskargaz piz he c’houstians. Pa oue echu he c’honfession ganthi; e tistroaz da draon ann aoter da ober he finijenn. Gouela hag hirvoudi a rea, ma’z oa eunn druez he c’hlevet. Goudeze e lavaraz a vouez huel d’ann dud a ioa enn iliz: « − Ann diaoul, emezhi, a felle d’ezhan va c’has ganthan d’ann ifern pa deuaz eunn eal d’am difenn euz a berz ar Verc’hez. Oh ! peger reuzeudik eo ann hini a varv e stad a bec’hed marvel ! Peger skrijuz eo en em gaout var bord ann ifern ! Nann, teod ann den ne c’houfe biken rei da anaout enkrez ha spount eunn ene hag en em vel prest da veza stlapet e kreiz ar mor-ze a flammou. » O veza komzet evelse, al leanez a ieaz adarre enn he arched, hag eno e tremenaz evit ann eil guech.
Santez Koletta a varvaz e peoc’h e kear Gand er Beljik d’ar c’houec’h a viz meurs 1447, oajet a c’houec’h vloaz ha tri-ugent. Daou zevez araok he maro, e devoa lavaret lakaat d’ezhi var he fenn ar voal e devoa bet digant ar pab p’oa bet hanvet ganthan da zuperiorez jeneral euz a Urs santez Klara.
Santez Koletta, enn amzer he iaouankiz ha d’ar mare m’edo c’hoaz er bed, a bede Doue da tamet he gened diganthi. Peger stank n’eo ket hirio, er c’hountrol, ar re ne zonjont nemed da vaga ho gened, hag a implij kalz amzer oc’h en em gempenn hag oc’h en em ficha! Evit plijout da biou e kemeront-hi kement a boan? Ne c’houfent ket lavaret e reont ann dra-ze evit plijout da Zoue. Hogen, mar her greont evit plijout d’ann dud, e kollont ho foan, ha marteze zoken o deuz pec’hed braz dirak Doue. Ar pez a ro brava doare da eur plac’h iaouank kristen eo ar vodesti. Ar vertuz hebken a ra d’ann den beza din a istim ; pebez sotoni n’eo ket eta klask beza istimet evit eunn tamm dillad pe evit eur gened hag a dremen ker buhan !
homas, unan euz ar brasa sperejou a zo bet biskoaz,
a ioa ganet e rouantelez Napl er bloaz 1226. D’ann
oad a bemp bloaz, e oue lakeat er skol gant menac’h
Menez-Kasin, ha goudeze e oue kaset da gear Napl da
ober he studi. Eno e reaz anaoudegez gant eur manac’h
euz a Urs sant Dominik, hag e kemeraz he-unan sae ann
Urs-ma. Ne oa c’hoaz neuze nemed seitek pe drivac’h
vloaz; lod a lavar zoken ne oa nemed pevarzek vloaz.
He vamm, o veza klevet ann dra-ze, a redaz dioc’htu da Napl enn esper tenna he mab euz ar gouent. Mes d’ann ampoent Thomas a ioa dija pell : kaset oa bet da Rom gant he zuperiored. He vamm a ieaz di var he lerc’h ; mes, pa erruaz, Thomas a ioa adarre diblaset ac’hano evit dont da Baris, Neuze he vamm a skrivaz da zaou vab all e devoa enn arme, hag a gemennaz d’ezho diouall mad hent Paris evit diarbenn ho breur hag ober d’ezhan distrei d’ar gear. Ann daou vab all-ze a reaz ker brao ho c’hefridi ma oue paket Thomas gantho ha kaset enn dro da di he vamm.
Houma e devoue eur joa vraz o velet he mab ; rak kredi a rea oa sur brema da zont a benn anezhan. Ne espernaz eta nag he foan, nag he amzer. evit hen dizalia da vont da vanac’h. Mes, kaer e devoue ober ha lavaret, Thomas a respounte ato oa galvet gant Doue d’ar stad-se, hag e felle d’ezhan senti ouz Doue. He vamm a zavaz erfin kement a zrouk ennhi ma roaz urs da lakaat he mab er c’hloz enn eunn dourell euz ar maner. Eno den n’en devoue kounje da gomz outhan nemed he ziou c’hoar. Ar re-ma a reaz ive kement a ioa enn ho galloud evit gounit ho breur ; mes, e leac’h he c’hounit, hi eo a oue gounezet ganthan. Unan anezho a ieaz da leanez goudeze, hag eben en em droaz ive da zervicha Doue a greiz kaloun.
Etre daou, breudeur kosa ar Zant a erruaz er gear euz ann arme. Pa glevchont oa Thomas ken aheurtet ha biskoaz enn he zonj, ne ouent mui treac’h d’ho c’hounnar, ha setu hi hag en em deuler var ho breur ha regi d’ezhan he zae a vanac’h. Fallakr aoualc’h e ouent, ouspenn, evit kas eur plac’h fall d’he gambr, hag ar pez divergont-ma a glaskaz dioc’htu he zougen d’ar pec’hed. Mes ar Zant, o veza goulennet sikour digant Jezuz ha Mari, a gemeraz eur c’hef tan enn oaled hag a reaz d’ezhi tec’het kuit. Doue a rekoumpansaz raktal he zervicher evit ar viktor en doa gounezet varnhan he-unan, o rei d’ezhan ar c’hras da veza diouallet hiviziken diouz tentasionou ar c’hig. Daou vloaz a ioa pe dost m’edo Thomas er prizoun e ti he vamm pa oue diskennet euz he dourell dre eur prenest gant ann Tadou euz a Urs sant Dominik : ar re-ma a ioa en em glevet evit ann dra-ze gant unan euz he c’hoarezed. Ar Zant a zistroaz rak ehun da Napl el leac’h ma reaz he veuiou er bloaz varlerc’h, ha divar neuze e oue lezet e peoc’h gant he vamm ha gant he vreudeur. Goude beza great he veuiou, e oue kaset da Gologn da studia ann theoloji. He vestr oa ann habila doktor euz ann amzer-ze. Enn eunn hevelep skol ha gant ar spered en devoa, Thomas a deuaz he-unan da veza hibil-braz ; mes he humilite a rea d’ezhan kuzat he zeskadurez. O veza ne gomze nemed oc’h red, ar skolaerien all o doa leshanvet anezhan ann Ejenn mud. Hogen, eunn devez ar rejant a lavaraz d’ezho : « — Ann hini a hanvit ann ejenn mud a vlejo ker krenv divezatoc’h ma vezo klevet he vouez dre bevar c’horn ar bed. »
Ar c’homzou-ma ne zalejont ket da zont da vir. D’ann oad a zaou vloaz var ’nn ugent, Thomas a oue lakeat he-unan da rejanti e Kologn, hag abarz nemeur e oue ker brudet hag he vestr. Eur mirakl eo en defe gellet ober e ken nebeut a amzer kement a draou hag en deuz great. Rejantet en deuz epad meur a vloaz e Paris, e Rom, e Bologn hag e Napl ; skrivet en deuz eur bern levriou hag a zo eunn tenzor evit ann Iliz ; prezeget en deuz ive e kalz plasou, ha gant kement-se holl e tremene bemdez meur a heur euz ann deiz hag euz ann noz o pedi hag o lenn skridou ann tadou santel, ha ne vanke morse da boent ebed euz a reolenn he Urs.
Ar pab Urban IV a gargaz sant Bonavantur hag hen da ober offis ar Zakramant meulet ra vezo e latin. Pa oue echu ho labour gantho, ann daou zant a ieaz d’hen diskouez d’ar pab. Thomas eo a lennaz da genta ar pez en doa skrivet. Hogen, dre ma lenne, sant Bonavantur a roge goustadik ar pez en doa great he-unan, ha pa deuaz he dro da lenn, ec’h en em strinkaz da dreid Urban enn eur lavaret : « — Tad Santel, va labour-me ne d-eo netra e kichen hini Thomas ; setu perak em euz sonjet he regi, ha ne jom mui anezhan nemed ann tammou paper-ma. » Evit guir, n’euz netra kaeroc’h ha dudiusoc’h eged ann himnou Sacris Solemniis... Ver-bum supermim... Pange, lingua... hag ar proz Lauda, Sion, Salvatorem... a vez kanet bep bloaz da c’houel ar Zakramant.
Eunn devez m’edo sant Thomas o pedi dirak eur grusifi, Jezuz he-unan a lavaraz d’ezhan : « — Skrivet mad oc’h euz divar va fenn-me, Thomas ; pe seurt paeamant a fell d’ehoc’h-hu da gaout ? » « — Paeamant ebed, eme ar Zant, nemedhoc’h hoc’h-unan, o va Zalver. »
Sant Thomas a varvaz er bloaz 1274, oajet hebken a
hanter-kant vloaz, enn eur vont d’ar c’honsil jeneral a
Lion. Leshanvet eo bet ann Doktor anjelik abalamour
d’al levriou dispar en deuz great, hag ar pab Leon XIII
en deuz choazet anezhan evit Patroun ann holl skoliou
katholik euz ar bed.
Da genta. — Ann nep en deuz aoun rak koll istim ann dud, hag en deuz poan pa vez disprijet, a vezo diez d’ezhan beza eur c’hristen parfet.
D’ann eil. — Ann ene n’en em blij ket o pedi n’ez ai nemeur araok var hent ar zantelez.
D’ann trede. — Ne goumprenann ket e c’hellfe eunn den c’hoarzin ha beza laouen mar d-ema e stad a bec’hed marvel.
D’ar pevare. — Ar pez a renker evit beza salvet eo kaout eur guir volontez d’en em zavetei.
r zant-ma a ioa ganet er Portugal er bloaz 1495. Ne
oa c’hoaz nemed eiz pe nao bloaz pa dec’haz euz ar
gear evit mont da Vadrid da heul eunn divroad; mes
abandounet e oue gant hema enn hent, ha setu ne
c’houie mui pe du trei. Eunn den divar ar meaz en devoue
truez outhan, hag her c’hemeraz da vous pe da
vevell bihan evit diouall he zenved. Iann a ioa bet kelennet
mad gant he dad hag he vamm; ober a reaz he
zervich gant lealded, hag abarz he zaou vloaz var’nn
ugent oa deuet da veza mevell braz pe vestr-mevell. He
vestr zoken en doa kefrient a istim evithan ma kinnigaz
he verc’h d’ezhan evit pried. Mes hen n’edo ket e poan
da fortunia : c’hoant mont da zoudafd en devoa. Goulenn
a eure eta beza resevet enn arme, ha resevet e oue.
Hogen, bete neuze oa bet eur paotr fur; mes, eur vech soudard, e tilezaz he zeveriou a relijion evel kalz a re all siouaz! hag e renaz eur vuez direol. Goulskoude Doue a zigoraz d’ezhan he zaoulagad dre ziou gentel hag a skoaz eunn taol pounner enn he galoun. Eunn droiad, e oue dare dezhan beza lazet enn eur goueza divar he varc’h, hag eunn droiad all e oue koundaonet d’ar maro abalamour m’oa bet laeret traou hag oa karget da ziouall. Dre chans eur jeneral a obtenaz gras evithan var bouez ma vije kaset kuit euz ann arme, ha setu ar pez a oue great.
A benn eunn tachad goude, Iann a zistroaz d’ar Portugal da velet he dad hag he vamm ; mes maro oant ho daou. He vamm zoken a ioa maro pell a ioa gant ar c’hlac’har e devoa bet p’oa tec’het he mab euz ar gear. Iann en devoue kement a boan spered o klevet ann dra-ma ma falvezaz d’ezhan kuitaat he vro adarre dioc’htu. En em gemeret a rea evit brasa torfetour a ioa var ann douar abalamour m’oa bet kaoz da varo he vamm.
Mont a eure d’ann Afrik da zikour ha da zervicha ar gaptived kristen, hag ive enn esper kaout tro da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. Mes heb dalee teuaz ac’hano d’ar Spagn dre ali he gonfesour, ha neuze ec’h en em lakeaz da verza imachou ha levriou a zevosion evit gounit he voued.
Eunn devez ez eaz da zelaou ann Tad Avila a ioa o prezeg e Grenad evit gouel sant Sebastian, ha setu, a greiz ar zarmoun, e tirollaz da vouela ha da hirvoudi ken a dregarne ann iliz ganthan penn-da-benn. Goudeze ec’h en em lakeaz da redet dre ruiou kear, evel eunn den diskiantet, enn eur grial a bouez-penn : « — Truez, va Doue, truez evit eur pec’her paour eveldon-me! » Ann holl a zonje oa troet he spered, hag abarz ar fin e oue dastumet ha kaset da hospital ar re foll.
Ann Tad Avila, o veza eat di d’he velet, a anavezaz he zantelez; mes difenn a eure outhan ober mui ar sot evelse, ha Iann a zentaz raktal. Evelato e chomaz c’hoaz eur pennad enn hospital da zervicha ar re glanv, ha pa deuaz kuit, e fermaz eunn ti e kear evit repui ann dud paour ha mac’hagnet, ha kement hini n’en devoa na ti, nag oz. Mont a rea he-unan da glask ar seurt tud-se, ha pen deveze ho c’haset d’he di, e voalc’he d’ezho ho zreid, etrese ho guele, e louzaoue ho gouliou hag e c’halve ar belek d’ho c’hovez.
Goude beza bet var ho zro epad ann deiz, Iann a iea da gesta evitho dioc’h ann noz, eur boutek ganthan var he gein hag eur pod e peb dorn. Kerzet a rea bepred diskabell ha diarc’henn, hag enn eur c’houlenn ann aluzenn evit he beorien e lavare : « — Va breudeur ker, grit vad d’ehoc’h hoc’h-unan enn han’ Doue! » Abarz nemeur e oue leun ann ti kenta en doa fermet, hag e renkaz fermi eunn ti all brasoc’h. Evelse e teuaz, heb he c’houzout, da veza ar foundatour euz a eunn Urs neveza venac’h hag a zo bet hanvet a-c’houdevez Breudeur Sant Iann Doue : ar venac’h-ma a dremen ho buez oc’h entent ouz ann dud paour a zo klanv a gorf pe a spered.
Ar zant-ma oue leshanvet Iann Doue gant eunn eskop euz ar Spagn. Meritout a rea al leshano-ze, rak ne golle morse ar zonj euz a Zoue, ha Doue dioc’h he gostez a veille ato var he zervicher. Eunn devez m’oa kroget ann tan enn hospital Grenad, Iann a redaz di buhana ma c’helle evit savetei ho buez d’ar re glanv.
Hogen, chom a eure epad eunn hanter-heur e kreiz ar flammou, ha ne erruaz drouk ebed ganthan, nemed ma oue eunn tammik rostet he vleo.
Eunn droiad all e kavaz var ar ru eur paour keaz dare da vervel. Kerkent e samm anezhan var he ziouskoaz hag hel laka var eur guele ; mez pa’z eaz da voalc’hi he dreid d’ezhan, e remerkaz oant egiz pa vijent bet toullet gant tachou, « — Iann, a lavaraz neuze hor Zalver, me eo : kement a rez evit ar beorien a rez evidon-me va-unan. »
Erfin, dinerzet dre he binijennou rust ha dre he labouriou hag he oberiou a drugarez, sant Iann Doue a gouezaz klanv etouez he dud paour, beuzet holl enn ho daelou, ha d’ann eiz a viz meurs 1550, e laoskaz he huanad diveza enn eur lavaret ar c’homzou-ma euz a greiz he galoun : « — Jezuz, Jezuz, me a laka va ene etre ho taouarn. » Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz hag hanter-kant.
Ar zant-ma a lavare pa veze o kesta evit he beorien :
« — Va breudeur ker, grit vad d’ehoc’h hoc’h-unan enn hann’Doue. » Rezoun en devoa ; rak dre ann aluzenn e reomp muioc’h a vad d’eomp hon-unan eget na reomp d’ar paour, p’e guir e plas madou hag a dremen buhan e c’hounezomp madou all hag a bado da viken.
Iann Doue a reaz neuz da veza diskiantet evit ma vije disprijet gant ann holl. Ne alier ket pep kristen d’ober kement all ; mes peb hini ac’hanomp a dle da viana gouzanv a galoun-vad beza disprijet ha gual gaset gant ann dud pa fell da Zoue rei d’eomp ar groaz-ze.
ranseza, ganet e Rom er bloaz 1384 a dud a lignez
huel, a c’hell servichout da skouer d’ar merc’hed ha
d’ar gragez kristen a bep oad. O veza c’hoaz enn he
c’havell, e tirolle da lenva pa ne veze ket kloz aoualc’h
ann dillad var he zro, ha n’oa ket evit gouzanv goaz
ebed da douch outhi. Kenta tra a zeskaz enn he bugaleach
a oue offis bihan ar Verc’hez, ha d’ann oad a unnek
vloaz e reaz he zonj da jom bepred guerc’hez he-unan.
Mes he zad a falvezaz d’ezhan a-grenn he dimezi
da eunn dijentil iaouank ha pinvidik, ha Franseza a
zentaz petra bennag m’oa kontroliet-braz gant ann
dra-ze.
Eur vech dimezet, e poaniaz da genta da anaout doare he fried ha da ober he volontez e peb tra ha var ann heur ; rak kredi a rea e tlie suja d’ezhan ato evel d’ann hini a zalc’he enn he c’henver plas ann Aotrou Doue. Setu perak ne varc’hate ket evit lezel he fedennou hag he devosionou a dreuz pa veze galvet ganthan da ober eunn dra all bennag, ha Doue a ziskouezaz dre eur mirakl kaer ar mirit e devoa o senti ker buhan.
Eunn devez m’edo enn he c’hambr, ez ejot a berz he fried da lavaret d’ezhi diskenn. Diskenn a eure raktal a greiz lavaret eunn antiphonenn euz a offis ar Verc’hez. O veza distroet d’he c’hambr goude beza great ar pez a felle d’he goaz, n’e doa ket bet c’hoaz a amzer da achui ann antiphonenn pa oue galvet adarre da zont d’ann traon. Kerkent e tiskennaz heb kas ann antiphonenn da benn, hag ann dra-ma a erruaz betek peder guech dioc’htu. Hogen, pa bignaz varlaez evit ar bederved vech, e kavaz ann antiphonenn e devoa lezet a dreuz skrivet gant eunn eal e lizerennou aour.
Goude he eured, ar Zantez a ieaz da jom da di he zud kaer, hag eno ez oa kalz mevellien ha kalz plac’hed. Franseza a rea stad anezho holl evel pa vijent bet breudeur ha c’hoarezed d’ezhi, ha pa gouezent klanv, ec’h entente outho he-unan. Mes, a hent all ive, ne esperne netra evit ho c’helenn, evit ober d’ezho beza aketuz d’ho deveriou a relijion, evit lakaat ar peoc’h hag ar garantez kristen da ren bepred enn ho zouez. N’e devoa damant da zen, nag aoun rak netra, pa veze leac’h da viret na vije offanset Doue enn he zi pe roet tro d’ar re all d’hen offansi; neuze d’he zro e rea he mestrez d’he fried. Eunn droiad, hema en doa bet eul levr fall digant unan euz he vignouned. Kerkent ar Zantez a ia goustadik da lamet al levr euz a dre he zaouarn, ha goudeze e stlap anezhan enn tan kaer en devoue he goaz grougnal ha skandalat.
Franseza e devoue meur a grouadur, mes ne anavezer nemed tri anezho : Iann-Vadezour, Iann-Avieler hag Agnes. Iann-Vadezour a jomaz beo varlerc’h ar re all, a zimezaz hag en devoue bugale d’he dro. Iann-Avieler a varvaz evel eur zant d’ann oad a nao bloaz. O veza kouezet klanv, e c’houlennaz ar belek, ha goude beza resevet ann absolvenn, e lavaraz d’he vamm : « — Me zo o vont da velet Doue d’ar baradoz ; roit d’inn eta ho pennoz diveza. » Prest goude, e tremenaz ha ker buhan eur verc’h vihan euz ann ti all, hag hi dilavar pell a ioa, a lavaraz enn eunn taol kount : « — Sell ! sell ! ene Avielerik o nijal d’ar baradoz e kreiz etre daou eal ! »
A benn bloaz goude, Iann-Avieler en em ziskouezaz dirak Franseza gant eur sklerijenn gaer enn dro d’ezhan, hag enn he gichen ez oa eunn all hag a ioa c’hoaz skedusoc’h evithan. Kounta a eure d’he vamm edo enn env etouez ann arc’helez. « — Mes hema, emezhan, enn eur gomz euz ann hini a ioa enn he gichen, hema a zo c’hoaz dreist on-me. Hema a zo eunn arc’heal a zigas Doue d’ehoc’h, va mamm, evitho tiouall ha beza ho koumpagnoun epad ann nemorant euz ho puez. Me avad a deu da gerc’hat va c’hoar Agnes. »
Agnes a ioa neuze o ren he femp bloaz. Koueza a reaz klanv hag heb dale ez eaz ive da gaout he breur d’ar baradoz. Setu aze ar frouez hag ar rekoumpans euz ann deskadurez kristen a roe ar Zantez d’he bugale azalek ann oad ann tenera. Ann arc’heal a ioa bet digaset d’ezhi a berz Doue gant he mab Avieler n’he c’huiteaz mui betek he maro. Ann arc’heal-ze en devoa furm eur bugel nao bloaz, hag he viskamant a ioa guenn-kann evel ann erc’h.
Franseza a vevaz daou-ugent vloaz gant he fried heb na oue morse ann distera trouz, nag ann distera kasouni entrezho. Goude maro he goaz ec’h en em dennaz enn eur gouent a ioa bet savet ganthi e Rom evit ar merc’hed hag ann intanvezed iaouank o devoa c’hoant d’en em rei holl da zervich Doue, heb ober ar veuiou a ra al leanezed. Eno e varvaz leun a veritou er bloaz 1440, oajet a c’houec’h vloaz hag hanter-kant.
Epad ann daou-ugent vloaz m’e deuz bevet gant he fried, santez Franseza e deuz great ato he volontez e peb tra ha var ann heur ; setu perak n’ez euz bet biskoaz etrezho ann distera trouz nag ann distera kasouni. Ar Zantez e deuz poaniet, er memes amzer, da zelc’her urs vad enn he zi heb damant ebed da zen, ha da zevel he bugale e doujans hag e karantez ann Aotrou Doue. Setu aze petra dleit da ober ive, gragez kristen, mar oc’h euz c’hoant da veva e peoc’h ha d’en em zantifia er stad a briedelez.
nn impalaer Lisinius o veza roet urs da lakaat ar gristenien
d’ar maro nemed adori a rajent ann doueou
faoz, ann urs-ma a oue embannet e kear Sebast enn Armenii gant ar gouarner Agrikola. Hogen, Sebast ez oa
d’ann ampoent daou-ugent soudard kristen. N’oant ket
holl euz ar memes bro, mes holl oant potred iaouank ha
potred leun a dan, potred ha ne lamment ket araok ho
skeud. Hen diskouezet o devoa n’oa ket c’hoaz pell; rak
epad ma tec’he ar rest euz ann arme araok ann enebourien,
hi hebken o doa dalc’het mad d’ho fost, hi hebken
n’o doa ket great eur gammed adren, ha goulskoude
nikun anezho n’en devoa bet ann distera drouk.
Ar gouarner o veza diskleriet d’ezho bolontez ann impalaer, ann daou-ugent soudard-se a respountaz dioc’htu oa guell gantho mervel eget kinnig ezans d’ann idolou.
« — Me zo kristen; » eme ar c’henta anezho ; « — Me zo kristen, » eme ann eil ; « — Me zo kristen, » eme ann trede ; « — Me zo kristen, » eme bep hini euz ar re all betek ann daou-ugentved.
Neuze Agrikola a glaskaz ho gounit dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. « —- Gouzout a rann, emezhan, ez oc’h potred vad ha n’oc’h euz ket ho par enn arme ; hen diskouez oc’h euz great epad ar vrezel diveza. Abalamour da ze ive e c’hellit kredi ne viot ket ankounac’heat gant ann impalaer mar kirit senti outhan, » Mes hi a respountaz adarre : « — Mar d-oump en em gannet a laz-korf evit impalaer ann douar, petra ne raimp-ni ket evit impalaer ann env ? Koli a renkot ganeomp, bezit sur. »
O klevet ar respount-se, ar gouarner a reaz ho zeuler er prizoun, karget a jadennou. Mes Jezuz-Krist he-unan a deuaz di a benn diou vech da rei nerz d’ho c’haloun. « — Eunn devez mad oc’h euz great dija, eme hor Zalver, mes red eo kendelc’her : ann nep en devezo kendalc’het betek ar fin, hennez hebken a vezo salvet. » Ann eil guech, hor Zalver a lavaraz d’ezho : « — Bezit kalet oc’h ar boan hag e viot kurunet. » Hag ann daou-ugent soudard kristen a dremene ho amzer er prizoun o kana salmou hag o c’houlenn sikour digant Doue.
Koundaonet e ouent erfin da veza kaset, eur gordenn ouz ho gouzoug, var eul lenn skornet a ioa tost da gear, ha da jom eno epad ann noz heb tamm dillad ebed var ho zro. E kichen al lenn, e oue dalc’het dour zomm enn eul laouer bennag evit ann nep a garche nac’h he feiz. Neuze ann daou-ugent soudard a reaz asambles ar bedenn-ma da Jezuz-Krist: « — Emaomp ama daou-ugent var ann dachenn ; roit d’eomp ive daou-ugent kurunenn ! »
E kreiz ann noz, ar goardou a ioa lakeat d’ho diouall a oue gounezet holl gant ar c’hoant kousket nemed unan. Ha setu hema ha guelet eur sklerijenn, skeduz evel ann heol, o para var al lenn, hag eur vandenn elez o tiskenn euz ann env nao gurunenn ha tregont gantho.
Chom a reaz mantret o velet kement all, ha nec’het oa o klask gouzout perak ne oa gant ann elez nemed nao gurunenn ha tregont. « — Ar zoudarded a zo daou-ugent anezho, emezhan outhan he-unan, e pe leac’h eta ema kurunenn ann daou-ugentved ? »
Epad m’edo ar zonj-se o tremen dre he spered, e remerkaz unan euz ann daou-ugent soudard o tont da glask ann dour zomm. Ar reuzeudik-ma n’oa ket bet krenv aoualc’h he galoun evit herzel oc’h ar riou. Hogen, mervel a eure prest goude m’oa en em daolet enn dour zomm, hag evelse siouaz ! e kollaz var eunn dro he vuez hag he ene. Doue en devoa koulzgoude selaouet pedenn ar vezerien zantel.
Ar goard a anavezaz raktal ar virionez euz ar relijion gristen, hag o veza dihunet he gamaladed, e lavaraz d’ezho : « — Me ive a zo kristen. » Kerkent e tiviskaz he zillad dirazho, hag ez eaz var al lenn da gemeret plas ann hini a ioa manket he galoun d’ezhan. Er feson-ze e oue selaouet pedenn ar zoudarded kristen : daou-ugent oant erruet var ann dachenn, ha gant ar goard a ioa en em lakeat enn ho zouez daou-ugent a oue ive kurunet.
A benn antronoz-vintin, ann daou-ugent merzer a ioa sounnet ho izili outho ha dija hanter-varo gant ar riou. Evit ho feur-gas, e oue torret ha bruzunet ho divesker d’ezho a daoliou baz, ha goudeze e oue lakeat ho c’horfou e kirri braz evit ho c’has da zevi. Ar iaouanka anezho, he hano Melithon, a oue lezet abalamour ma’z oa buez ennhan c’hoaz. Ar vourrevien a espere dont a benn divezatoc’h da ober d’ezhan nac’h he feiz. Mes he vamm, o veza digouezet var al leac’h, her sammaz var he diouskoaz hag a ieaz ganthan da heul ar c’hirri, enn eur lavaret dezhan : « — Dalc’h mad, va mab, da boan ne bado mui pell ; Jezuz-Krist a zo ouz da c’hortoz. » Melithon a dremenaz prest goude enn eur vriata he vamm, hag houma neuze a daolaz he gorf etouez korfou ar zoudarded all evit ma vije devet asambles gantho. Merzerenti ann daou-ugent soudard-ma a erruaz er bloaz 320 goude donedigez hor Zalver. Ann dud fidel a zastumaz gant respet al ludu a jomaz anezho.
Ann daou-ugent soudard-ma a zalc’he mad d’ho fost ha ne reant ket eur gammed adren epad ma tec’he ar rest euz ann arme araok ann enebourien. A bep amzer ar zoudarded e guirionez kristen a zo bet ar re vella er vrezel. Tud iaouank a zo enn oad da vont d’ar zervich, ma fell d’ehoc’h eta beza soudarded vad, bezit da genta soudarded kristen. Lakit evez da zelc’her ato ho koustians neat dirak Doue, gant aoun na deufac’h ive, mar bezit galvet d’ar vrezel, da goll var eunn dro ho puez hag hoc’h ene evel ar reuzeudik a ioa hano anezhan bremaik. Nag a geuz n’en deuz ket hirio enn ifern ar zoudard digaloun-ma da veza manket ar gurunenn a ioa ouz he c’hortoz er baradoz ! Nag a geuz n’o pefe ket hoc’h-unan hed ann holl eternite, ma veac’h tizet e stad a bec’hed marvel gant eunn tenn kanol pe eunn tenn fuzuill, o sonjal er gurunenn gaer o pije gounezet enn env o vervel evit ho pro ma vijac’h marvet e gras Doue !
antez Perpetua a ioa ganet e Karthaj, enn Afrik, e tro
ar bloaz l80 goude donedigez hor Zalver. Hervez ann
doare, he mamm a ioa kristenez; mes he zad a ioa
paian hag eur paian aheurtet. Goulskoude e karie Perpetua dreist he holl vugale all. Houma a ioa dimezet hag e doa nevez bet eur c’hrouadur. Ne oa nemed daou
vloaz var’nn ugent pa skuillaz he goad evit ar feiz. Hogen,
o veza ma skrivaz he-unan histor he merzerenti
enn deiz kent he maro, guella tra on euz da ober eo
merka ama ar pez e deuz skrivet.
« Araok ma ouenn kaset d’ar prizoun, emezhi, e teuaz va zad d’am c’haout enn esper lakaat ac’hanon da nac’h va feiz. Ha setu me ha lavaret d’ezhan :
« — Va zad, guelet a rit ar pod pri a zo aze ?
— Ia, emezhan, her guelet a rann.
— Daoust, eme ve, hag e c’heller rei d’ar pod pri-ze eunn hano all dishenvel dioc’h arm hini en deuz ?
— Nann, eme va zad, ne c’heller ket.
— Mad, a respountiz d’am zro, na me ken nebeut ne c’hellann beza nemed ar pez ma’z ounn, da lavaret eo, kristenez. »
« Neuze va zad a lammaz ganen egiz p’en devije bet c’hoant da ziframma va daoulagad euz va fenn. Evelato ne reaz nemed va heja ha rei eunn taol bennag d’inn, ha goudeze ec’h en em dennaz mezek abalamour m’oann bet treac’h d’ezhan.
« Prest goude e ouenn kaset d’ar prizoun. Estlammi a riz oc’h erruout enn toull tenval hag heuzuz-se; rak ne c’houienn ket c’hoaz petra oa eur prizoun. Na me a gavaz hirr ann devez kenta ! Ar brizounierien a ioa harp oc’h harp ann eil ouz egile, ha ken tomm oa ma vennet mouga gant ar c’hor. Ouspenn-ze, ar zoudarded a ioa karget d’hon diouall ne ehanent da lavaret a bep seurt traou d’eomp. Evidon-me, ar pez a rea muia poan d’inn oa abalamour n’edo ket va c’hrouadur ganen.
« Dre druez ouzinn, daou avieler karantezuz a c’houlennaz ma vijenn lakeat enn eul leac’h all; ha var bouez paea ker aoualc’h e oue aotreet kement-se gantho. Eno, da vihana, e c’helliz kaout va halan. Ar pez a reaz c’hoaz muioc’h a joa d’am c’haloun oa guelet va c’hrouadur a oue digaset d’inn, rak ne oan nec’het gant netra nemet gant ar bugel paour-ze.
« A benn eunn nebeut deveziou, e veliz va zad o tont d’ar prizoun ; klevet en doa e vijenn galvet heb dale dirak ar barner. He benn a ioa tenval : « — Va merc’h emezhan, bez truez ouz da dad, a zo dija koz, ha ne d-a ket d’ober d’inn beza mez ar vro. Bez truez ouz da vreudeur, ouz da vamm-gaer hag ouz da grouadur. Hema ne c’hello mui chom beo mar marvez da-unan, ha ni, penaoz e kredimp-ni bale hiviziken hag en em ziskouez dirak ann dud mar bezez-te lakeat d’ar maro dre zaouarn ar bourreo ? » Enn eur gomz evelse e poke d’am daouarn, ha goudeze ec’h en em strinkaz d’am zreid enn eur vouela dourek.
« He gonzoli a riz guella ma c’helliz enn eur lavaret d’ezhan :
« — Va zad, ne erruo ganen nemed ar pez a blijo gant Doue : Hen eo ar Mestr, ha red e d’eomp soubla d’he volontez. » Var gement-se ec’h en em dennaz kuit glac’haret-holl hag evel pa vije eat e dizesper.
« A greiz m’edon gant va lein, e teujot d’am c’herc’hat evit va c’has dirak ar barner. Va zad a ioa eno ive, hag asambles ganthan eur mevell hag a zouge va c’hrouadur etre he zivreac’h.
« Ar barner a gomzaz ouzinn evelhenn : « —Petra, emezhan, n’och euz damant ebed da vleo guenn ho tad, n’oc’h euz damant ebed d’ar bugel-ma a deui dre ho maro da veza eunn emzivad keaz ? Kinnigit ezans d’ann doueou evit iec’hed ann impalaered.
« — Ne rinn ket, eme ve.
« — Kristenez oc’h eta, eme ar barner ?
« — Ia, kristenez ounn, » a respountiz raktal.
« Neuze ar barner a reaz d’am zad mont d’ar gear, ha goudeze e koundaonaz ac’hanon da veza dispennet gant al loaned. »
Ama ec’h echu ar pez a zo bet skrivet gant ar Zantez. Merka a ra c’hoaz evelato e tremene he holl amzer er prizoun o pedi Doue, hag e velaz eunn nozvez er purkator eur breur bihan d’ezhi hag a ioa maro d’ann oad a zeiz vloaz. Divar neuze ne ehane da c’houlenn truez evit ar breurik paour-ze, hag abarz ar fin Doue a roaz d’ezhi da anaout oa peur-c’hreat he binijenn ganthan, ha n’edo mui er boan, mes e koumpagnunez ann elez er baradoz.
Perpetua a ieaz d’ar maro joauz ha laouen egiz pa vije o vont da eur fest. Laosket e oue varnhi eur vioc’h gouez pennfollet ; mes houma ne reaz nemed regi he dillad d’ezhi : setu ma oue renket he c’has d’ar bourreo da zibenna. He merzerenti gloriuz a erruaz er bloaz 202 goude donedigez hor Zalver.
Ar zantez-ma a zo chomet fidel da Jezuz-Krist enn despet d’ar pez a reaz he zad hag ar barner evit he distrei ; ha ni siouaz ! ann distera tra a ra d’eomp mankout d’hor rezolusionou. Ped guech n’on euz-ni ket lavaret da Zoue ne gouezchemp mui er pec’hed-ma pe er pec’hed-z-hont, ha prest goude ez eamp adarre a enep hor ger ? Ann dra-ze a ziskouez n’or boa ket eur guir volontez da jench buez, mes eur c’hoantegez vean hebken. Hogen, evit beza salvet, n’e ket aoualc’h lavaret ober, red eo ober e guirionez. Petra zervich da eur vezenn dougen bleun, ma ne zoug ket a frouez ? Ar rezolusionou a zo henvel ouz ar bleun, mes ann oberiou eo ar frouez. Difiziomp euz hor promesaou ma ne deu ket ar frouez da heul.
r zant-ma a ioa ginidik euz a Vro-Zaoz, ha ne oa
c’hoaz nemed pemp bloaz pa oue lakeat er skol
gant sant Ildut. Epad m’edo eno e reaz eur mirakl hag a
ziskouez peger braz oa dija he c’halloud dirak Doue enn
he vugaleach. Sant Ildut en devoa gounezet ed enn eunn
tamm douar a ioa e kichen he gouent; mes, pa oa tost
ann eost, al laboused mor a deue da zibri ar greun. O
velet ann dra-ze, sant Ildut a gargaz he skolaerien da
ziouall ann dachenn noz-deiz, peb hini d’he dro. Eunn
nozvez m’edo tro sant Paol, hema en em roaz da gousket,
hag epad he gousk al laboused a reaz kalz drouk er
park. Sant Paol, o veza dihunet, a gemeraz kement a
aoun ma chomaz daou zevez heb mont dirak he vestr. D’ann trede deiz, edo o kaozeal gant he gamaladed pa
deuaz adarre al laboused mor da laerez. Neuze e lavaraz
d’ar skolaerien all : « — Pedomp ann Aotrou Doue da
rei d’eomp ar c’hras da gaout peoc’h dioc’h al laboused-se. »
Kerkent he gamaladed hag hen en em daolaz d’ann
daoulin, ha goude beza great ho fedenn, e rejont ann
dro d’ar park, e tastumjont al laboused enn eur vandenn,
hag e kaschont anezho d’ar gouent evel eur vandenn
zenved. Sant Ildut a ioa o pourmen er porz. « — Setu
ama, eme zant Paol d’ezhan enn eur erruout, al laeroun
o deuz great kement a zrouk enn ho park. Ho digas
a rann d’ehoc’h evit ma root d’ezho ar binijenn a
gerot. » Sant Ildut a oue souezet o velet eunn hevelep
mirakl ; bennigen a reaz al laboused, hag ar re-ma a
nijaz raktal varzu ar mor heb distrei morse hiviziken.
D’ann oad a bemzek vloaz, sant Paol a guiteaz he vestr evit mont da ober he ermitach enn eur plas all a gostez. Eno e tremene he holl amzer o pedi, o lenn ar Skritur Sakr hag o kastiza he gorf dre ar rusta pinijenn. Ne zebre morse a gig ha ne eve morse a vin ; eunn tamm bara zeac’h hag eur banne dour, setu aze he vevans ordinal, ha c’hoaz ne rea peurvuia nemed eur pred bep daou pe dri devez. Da zul evelato ha d’ar goueliou braz e tebre eunn tamm pesked pe eunn tamm legumach bennag.
O veza bet beleget pa oue enn oad, ar Zant en em lakeaz da brezeg ann Aviel e Bro-Zaoz asambles gant daouzek belek iaouank all hag a ioa bet eveldhan er skol gant sant Ildut. Mes etre daou eunn eal a lavaraz d’ezhan a berz Doue oa galvet da vont da eur vro all el leac’h m’en devije c’hoaz muioc’h a eneou da zavetei. Paol a zentaz raktal, hag a gemeraz eur vag evit treuzi ar mor gant he zaouzek koumpagnoun: ar re-ma a anaveze anezhan dija evit ho mestr hag ho zuperior.
Erruout a rejont evelse enn enez Eusa e Breiz-Izel, hag eno e savchont eur chapel ha trizek tiik taouarc’h toet e soul. Tud ann enezenn-ze a ioa c’hoaz paian ; mes ar Zant hag ann daouzek belek a ioa oc’h he heul a brezegaz d’ezho gant kement a nerz hag a frouez ma ouent holl gounezet d’ar feiz a benn c’houec’h miz. Neuze eunn eal a lavaraz da Baol mont larkoc’h adarre, ha setu ar Zant hag he zaouzek koumpagnoun o pignat enn eur vag evit ann eil guech : enn dro-ma e tigouezchont enn douar braz e bro Leon.
An c’hount Withur a c’houarne bro Leon d’ann ampoent, hag ar c’hount-se a ioa o chom enn enez Vaz. Sant Paol a ieaz di d’he velet hag a oue digemeret mad ganthan; rak Withur a ioa eunn den a relijion hag eunn den devot zoken. Epad m’edont o kaozeal ho daou, e teujot da zigas d’ar c’hount eur pikol pesk, a ioa nevez paket e kichen ann enezenn, hag a ioa eur c’hloc’h ganthan enn he chinou. Sant Paol en doa goulennet ar c’hloc’h-ma digant eur roue euz a Vro-Zaoz p’edo o kimiada diouthan; mes ar roue n’oa ket bet falvezet d’ezhan he rei, ha setu brema Doue he-unan hen digase d’ar Zant e ginou eur pesk. Ar c’hloc’h-se a virer c’hoaz hirio e kathedral Kastell.
Ar c’hount Withur, estlammet-holl o velet kement all, a gomzaz neuze da zant Paol euz a eur zarpant braz skrijuz a ioa enn enezenn, hag a lonke ann dud hag al loaned. Sant Paol a dremenaz ann noz varlerc’h o pedi Doue, hag antronoz-vintin, goude beza offerennet, ez eaz da gavarn ar zarpant gant he viskamant offerenn. O veza roet urs d’ezhan da zont er meaz, ar Zant her c’habestaz gant he stol hag hen treinaz betek eur garrek a zo enn hanter-noz d’ann enezenn. Enn eur erruout eno, e lamaz ar stol divar dro he c’houzoug, hag e c’hourc’hemennaz d’ezhan a berz Doue en em deuler var he benn er mor. Ar zarpant a zentaz var ann heur, hag abaoue al leac’h-se a zo hanvet Toull ar zarpant.
Ar brud euz ar miraklou-ze a rea d’ann holl beza leun a istim hag a respet evit sant Paol. Ar c’hount Withur en em glevaz gant Childebert, roue Frans, evit ma vije hanvet da eskop e Leon, ha setu ar pez a oue great, kaer en devoue ar Zant klask miret. Eur vech sakret eskop, sant Paol ne espernaz netra evit lakaat sklerijenn ar feiz da bara e kement korn a ioa enn he eskopti; rak eleiz a baianed a ioa c’hoaz er vro. Erfin, oc’h en em velet dija koz ha dinerzet dre he labouriou abostolik, sant Paol a roaz ann dilez euz he garg, hag en em dennaz e kouent enez Vaz. Ar c’hount Withur en doa roet he di d’ar Zant evit ober eur gouent anezhan. Er gouent se e varvaz, oajet a ouspenn pevar-ugent vloaz, ar zervicher braz-ma da Zoue, en deuz roet he hano da gear Kastell-Paol hag a zo bet choazet gant Leoniz evit patron ho eskopti.
Ar zarpant a zo menek anezhan e buez ar zant-ma a c’helle beza eur guir zarpant; rak meur a vro a zo c’hoaz el leac’h ma’z euz zarpanted hag a zebr e guirionez tud ha loaned. Marteze evelato ar zarpant-se, evel a gred lod, a zinifi ann drouk-spered, a oue kaset kuit euz a vro Leon dre brezegennou ha dre viraklou sant Paol. N’euz fors petra eo, Leoniz ne c’houfent biken trugarekaat re ann Aotrou Doue evit ar vadelez en deuz bet da zigas ar misioner santel-ma d’ho zadou koz. Eunn dever eo d’ezho beza ato devot da zant Paol, hag he bedi a dleont dreist peb tra da obten evitho digant Doue ar c’hras ma vezo ho bro bepred din da veza hanvet :
El leac’h ne vank morse ar feiz.
regor a ioa mab da eur senatour romen, hag he-unan
e oue lakeat e renk ar senatourien petra bennag ma’z
oa c’hoaz iaouank flamm, hag hanvet goudeze da brefet
e Rom. Mes aoun en doa ato d’en em goll er bed, ha
setu, goude maro he dad, e roaz ann dilez euz he garg
evit ober eur gouent euz he balez ha kemeret sae ar
venac’h euz a Urs sant Beneat. Heb kounta ar gouent-ze,
e savaz c’hoaz c’houec’h kouent all er Sisiil el leac’h
m’en doa kalz leve, hag ann nemorant euz he zanvez a
ingalaz etre ar beorien. Ann holl a ioa souezet o velet eunn dijentil ker pinvidik, a veze kent ar seiz hag ar
perlez o lugerni enn dro d’ezhan, guisket brema evel
eur paour hag o servicha he-unan ar re baour.
Ar pab Pelaj Eil her c’hasaz da Gonstantinopl da c’houlenn sikour digant ann impalaer Tiber a enep al Lombarded. Obten a reaz ar pez a c’houlenne, ha pa zistroaz da Rom e oue digemeret gant ann holl evel eunn eal a beoc’h. Prest goude e oue hanvet da abad pe da zuperior enn he gouent.
Ar pab Pelaj o veza maro gant ar vosenn, Gregor a oue choazet evit delc’her he blas ; mes ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se. Etre daou ar vosenn a voasea, hag ar Zant a lavaraz ober eur prosesion solanel dre gear enn eur gana litaniou ar Verc’hez. E penn ar prosesion e oue douget eunn daolenn hag a ioa varnhi imach mamm Doue. Hogen, e kement leac’h ma tremene ann imach sakr, ann ezenn fall a dec’he dirazhan, hag ar bobl o veza tavet eunn tammik, rak ne rea nemed gouela hag hirvoudi, e oue klevet ann elez o kana enn ear :
Quia quem meruisti portare, alleluia !
Resurrexit sicut dixit, alleluia !
Ar mirakl-ma a roaz kaloun da C’hregor, ha setu hen
hag achui ar c’houblad enn eur gana var ar memes ton :
Kerkent ec’h ehanaz ar vosenn, hag abaoue ann Iliz a gan pe a lavar ar c’homzou-ze, da fin he offisou hag e plas ann Angelus, azalek ar zadorn-Fask betek sadorn ann Dreinded ; rak ar mirakl-ma a erruaz da zadorn-Fask er bloaz 590.
Pa oue ehanet ar vosenn, ar Zant a ieaz da guzat var ar meaz evit miret na vije lakeat da bap. Mes kavet e oue, digaset da Rom enn dro, ha sakret erfin d’ann trede a viz guengolo. Eur vech ma oue azezet var gador sant Per, he humilite a reaz d’ezhan skriva ato e penn he liziri : « Gregor, servicher servicherien ann Aotrou Doue, » hag ar c’hiz-ma a zo bet heuliet a-c’houdevez gant ar pabed a zo deuet var he lerc’h. Lakaat a reaz ober eur roll euz a holl beorien Rom hag euz ar re divar dro evit gellout pourvei da ezommou peb hini anezho. Bemdez e reseve daouzek divroad ouz he daol, hag enn ho zouez ec’h en em gavaz eunn eal eur vech, hag eur vech all, hor Zalver Jezuz-Krist he-unan.
Mes ar pez a glaske dreist peb tra oa gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ne espernaz nag he boan nag he amzer evit lakaat ann heretiked, ar chismatiked hag ar Iuzevien da anaout ar virionez euz ar relijion gatholik, ha bez’en devoue ann eur da velet eur maread anezho o tilezel ho fals kredennou. Kas a reaz misionerien da Vro-Zaoz, hag ar visionerien-ma a brezegaz eno gant kement a frouez ma c’hounezchont ar Zaozon holl da feiz Jezuz-Krist.
Gregor a labouraz ive da lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel ha da lakaat urs enn offisou ann Iliz. Merka a eure he-unan pe seurt orezoun, pe seurt abostol ha pe seurt aviel a dliet da lavaret bemdez enn offerenn, ha chench a reaz doare d’ar c’han evit ma vije kaeroc’h. Savet en doa daou di e Rom evit ober skol d’ar gurusted, hag aliez ez ea he-unan da zeski d’ezho kana. Petra bennag n’en doa tamm iec’hed ebed, koulz lavaret en deuz skrivet kalz levriou evit kelennadurez ann eskikien, ar veleien hag ann holl gristenien, hag ann avieler Per en deuz roet testeni da vega guelet ar Spered-Santel dindan furm eur goulm aziorc’h he benn epad ma veze o skriva al levriou-ze.
Erfin, goude beza gouarnet ann Iliz epad trizek vloaz, c’houec’h miz ha dek devez, ar pab santel hag ann doktor braz-ma a ieaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he veritou, d’ann daouzek a viz meurs euz ar bloaz 604. Edo neuze o ren he bevar bloaz ha tri-ugent.
Da genta. — Ann nep a vouel d’ho bec’hejou, hag a deu adarre da goueza buhan er pec’hed, ne c’hoar ket ober pinijenn, pe ne ra nemed ann neuz da ober.
D’ann eil. — Evit kaout eur guir garantez, e renker karet he vignoun e Doue, hag he enebour abalamour da Zoue.
D’ann trede. — Ann nep a zo karantez Doue enn he galoun a labour evit gloar Doue ; ann nep eta ne ra netra evit gloar Doue n’ema ket karantez Doue enn he galoun.
D’ar pevare. — Beza mad e kenver ar re a zo mad evidomp ne virit nemeur beza meulet ; mes beza mad e kenver ar re a zo a enep d’eomp a virit kalz meuleudi.
r zantez-ma a ioa ganet enn Allemagn a dud a lignez
huel. He mamm goz dioc’h kostez he zad a ioa eat
da leanez goude maro he fried, hag a c’houlennaz ma
vije roet he merc’h vihan d’ezhi da zevel. Mathild a
oue kaset eta, hag hi iaouankik-flamm c’hoaz. d’ar
gouent el leac’h m’edo he mamm goz. Eno e teskaz
abred karet ar bedenn ha kaout plijadur o lenn levriou
devot. Deski a reaz er memes amzer griat, ober stamm,
hag al labouriou all a ioa dioc’h he doare.
Pa oue enn oad da fortunia, he zud he dimezaz d’ann duk Herri, hag ann duk-ma a deuaz goudeze da veza impalaer ann Allemagn. Mes, evithi da veza impalaerez, ar brinsez Mathild n’oa ket muioc’h a lorc’h ennhi: chom a eure bepred humbl evel eur c’hrouadur. Epad ma veze ann impalaer, he fried, oc’h ober brezel da enebourien ar vro, hi a rea brezel d’ezhi he-unan. Tremen a rea eunn darn vraz euz ann deiz hag euz ann noz o vedita hag o pedi Doue ; bez’ez oa providans ar re baour dre ann aluzennou a roe d’ezho bemdez; aliez ez ea da velet ann dud klanv hag ankeniet, hag ar brizounierien ho-unan o doa ennhi eur vadoberourez prest ato da baea ho dle, da c’houlenn gras evitho pe d’ho zikour enn ho frizoun.
Ar Zantez hag ann impalaer, he fried, n’o devoa etrezho ho daou nemed eur galoun hag eur volontez : ar pez a c’hoantea unan, egile her c’hoantea ive. N’o doa ken ioul nemed da velet Doue anavezet, karet, henoret ha servichet muioc’h-mui enn ho rouantelez hag er meaz euz ho rouantelez. Abalamour da ze ne espernjont netra vit delc’her urs vad enn ho falez hag etouez ho zujidi hag evit rei eunn deskadurez kristen d’ho bugale.
Abalamour da ze c’hoaz ec’h en em glevchont da zougen lezennou nevez evit mad ar relijion hag ann Iliz, ha da lakaat sevel hospitaliou ha kouenchou el leac’h ma vije tud o kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. Abalamour da ze erfin e labourjont ive da c’hounit d’ar feiz ar boblou paian a ioa c’hoaz enn tu all d’ann Allemagn.
Mes Doue a c’halvaz ann impalaer davethan. Epad m’edo var he dremenvan, ar brinsez Mathild a ioa enn iliz, daoulinet ehars treid eur grusifi. Pa glevaz oa maro he fried, e c’houlennaz ha ne oa mui belek ebed var iun. Respountet e oue d’ezhi ez oa unan, ha kerkent e tistagaz ar chadennouigou aour a ioa ganthi enn dro d’he divreac’h, hag ho roaz d’ar belek-se enn eur bedi anezhan da lavaret ann offerenn evit ann impalaer.
Goude maro he fried, ar Zantez en em dennaz enn eur gouent leanezed, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez o pedi Doue, o kastiza he c’horf dre ar binijenn hag oc’h ober vad d’ar paour, d’ann dud klanv ha d’ann ilizou. He aluzennou braz a oue kaoz m’e devoue kalz da c’houzanv euz a berz he daou vab kosa, Othon hag Herri. Othon a ioa deuet da veza impalaer ann Allemagn varlerc’h he dad, hag unan bennag a gountaz d’ezhan ne rea he vamm kement-se a aluzennou nemed divar goust ar c’houarnamant. Ar prins a gredaz re vuhan ann teod fall hag en em lakeaz da ober ann heg ouz he vamm, betek zoken ma lamaz diganthi ar pez e devoa dioc’h he c’hostez he-unan. Poan ar Zantez a greskaz c’hoaz o velet he mab Herri, a garie dreist he bugale all, o trei ive enn he enep. Evelato ne laoskaz ket eur glemmadenn, ha lavaret a reaz zoken e vije bet joa ganthi gouzanv ann dra-ze euz a berz he daou vab kosa pa n’efe m’o doa ar re-ma pec’hed dirak Doue.
Goulskoude ann impalaer Othon ne zaleaz ket da anaout he faot, hag o veza galvet he vamm da vont d’he gaout, e c’houlennaz pardoun outhi dirak ann holl, hag e roaz d’ezhi enn dro ar pez en doa lamet diganthi. Ann duk Herri a reaz eveldhan, hag ar Zantez a veve adarre e peoc’h pa blijaz gant Doue digas d’ezhi eur groaz all. Ann duk Herri a varvaz prest goude, hag ar c’helou-ma a lakeaz he c’haloun da ranna enn he c’hreiz.
Divar neuze ne zougaz mui nemed dillad kanv, ha ne gemeraz mui plijadur gant netra ebed. Mes ato e kendalc’he da bourvei da ezommou ar beorien, da zervicha ar re glanv, ha da ober bemdez eur pennad griat pe eul labour all bennag.
O veza kouezet klanv he-unan, e resevaz he zakramanchou diveza digant arc’heskop Maians, a ioa mab bihan d’ezhi. Diskouez a eure kaout c’hoant da rei eunn dra bennag d’ann arc’heskop-se; mes al leanez a ioa var he zro a respountaz : « — Ne jom mui netra ganehoc’h nemed al linseriou oc’h euz lavaret da viret evit ho liena. » « — Mad, eme ar Zantez, roit unan euz al linseriou-ze d’am mab bihan, ezomm en devezo anezhi em raok-me. » Guir a lavare; rak ann arc’heskop a varvaz enn eunn taol trumm abarz erruout enn he eskopti, hag hi a vevaz c’hoaz daouzek devez goude.
Pa oue var he zremenvan, santez Mathild a lavaraz he lakaat da c’hourvez var ann douar, eur c’houriz reun dindanhi. Neuze e taolaz he-unan eunn dornad ludu var he fenn, hag o veza great sin ar groaz, e roaz e peoc’h he ene d’he c’hrouer d’ar pevarzek a viz meurs euz ar bloaz 968.
Ar zantez-ma e devoue kalz da c’houzanv euz a berz he daou vab
kosa; mes ar re-ma a ioa bet savet mad, ne zalejont ket da anaout ho faot ha da c’houlenn pardoun digant ho mamm. Tadou ha mammou,
lakit evez dreist peb tra da zevel ho pugale e doujans Doue, hag
evelse, ha pa deufent da ober poan dehoc’h eunn dro bennag, ne zaleint ket ken nebeut da anaout ho faot, ha goudeze e raint adarre ho
choa hag ho kloar er bed-ma da c’hortoz ma raint ho kurunenn er bed all.
ant Lonjin eo ar zoudard a zigoraz kostez hor Zalver
gant eunn taol lans eur pennad goude m’oa tremenet.
Kounta a reer e teuaz da veza dall var ann heur ; mes, o
veza kemeret eunn nebeut euz ar goad a ioa chomet
stag ouz he lans ha frottet ar goad-ma ouz he zaoulagad,
ec’h askavaz adarre ar gueled. Ann daou virakl-se a reaz
d’ezhan kredi dioc’htu e Jezuz-Krist.
Ar burzudou a c’hoarvezaz pa zavaz hor Zalver euz a varo da veo a greskaz c’hoaz he feiz ; rak bez’ez oa unan euz ar goardou a ioa karget da ziouall ar bez. Mes pa’z eaz ar goardou-ma da gounta da brinsed ar veleien ar pez a ioa erruet, ha pa oue kinniget arc’hant d’ezho evit lavaret gevier, Lonjin a reaz fae var ann arc’hant-se hag a gendalc’haz da ziskleria a vouez huel ha dirak n’euz fors piou oa e guirionez savet Jezuz-Krist euz a varo da veo.
Ar Iuzevien o doa c’hoant da ober eur goall dro bennag d’ezhan abalamour d’ann dra-ze ; mes Lonjin, o c’houzout pe seurt sonj a ioa enn ho spered, en em dennaz er C’happados gant daou soudard all. Eno e roaz testeni e peb leac’h euz ar pez en doa guelet he-unan, ha dre he gomzou hag ar skouer euz he vuez santel e c’hounezaz eur maread tud d’ar feiz kristen. Neuze ar Iuzevien hen diskuillaz da Bilat evel eunn treitour, hag a c’houlennaz ma vije kaset archerien d’he glask ha d’he lakaat d’ar maro. Pilat a reaz ar pez a c’houlennet diganthan, ha setu raktal ann archerien enn hent.
Hogen, kenta hini a erruaz gantho er C’happados a oue Lonjin he-unan. Hema a zridaz he galoun gant ar joa pa glevaz gantann archerien d’ober petra oant deuet; rak, goude beza lakeat goad he Zalver da redet gant eunn taol lans, Lonjin n’en doa ket brasoc’h ioul brema eget da skuill he hini dre garantez evithan. Evelato ne lavaraz ket dioc’htu d’ann archerien piou oa ; mes ho fedi a reaz da vont ganthan d’he di hag ho digemeret a eure kel laouen hag ann heol. Ha pa vijent bet e ti eur breur, ann archerien ne vije ket bet great muioc’h a stad anezho. « — Chomit ama, eme Lonjin, heb nec’hamant ebed ; heb dale me a raio d’ehoc’h kaout ann hini a glaskit ; n’oc’h euz ket a ezomm da furcha ar vro evit kement-se. »
Ann archerien a jomaz, ha goude beza ho lojet hag ho bevet epad tri devez, Lonjin en em roaz erfin da anaout, hag a gomzaz outho evelhenn : « — Me va-unan eo ann hini oc’h euz urs da glask. Prest ounn da vervel, ha ne c’houfach ket rei d’inn kaeroc’h rekoumpans evit ann digemer mad am euz great d’ehoc’h eget va lakaat d’ar maro. » Ann archerien a oue mantret o klevet kement all hag o doa beac’h o kredi Lonjin. Goudeze, pa ouent sur oa hen oa, ne felle ket d’ezho ken nebeut lamet he vuez diganthan abalamour d’ar stad en doa great anezho. Goulskoude, o veza m’o doa aoun rak Pilat ha ma lavare ato ar Zant ne c’hellent ket ober brasoc’h plijadur d’ezhan eged he lakaat d’ar maro, e respountchont erfin : « — Mad, pa fell d’ehoc’h, ni a raio ar pez m’oump karget da ober. »
Neuze Lonjin a viskaz dillad guenn evit diskouez ez ea da gemeret perz e gloar hag e joauzded ann elez er baradoz, ha goude beza lavaret e pe leac’h enterri he gorf e oue dibennet gant ann archerien.
Sant Lonjin eo a zigoraz kostez hor Zalver, goude he varo, gant eunn taol lans. Er gouli euz a gostez Jezuz eo e tleit en em denna pa gouez eunn anken pe eunn enkrez bennag var ho spered, pa vez beuzet ho kaloun enn eur mor a c’hlac’har hag a c’houervder. Eno dreist holl e kavot nerz ha konfort e kreiz poaniou ha trubuillou ar vuez-ma. Ac’hano ive e teui adarre ar peoc’h hag ar joa enn ho koustians, mar bezit spountet avechou dre ar zonj pe ar guel euz ho pec’hejou. Jezuz a lavaro d’ehoc’h : « — Ene paour, penaoz em befe-me choant d’az daoni goude ma’m euz skuillet evidoud betek ar berad diveza euz va goad ! Kemer fizians eta ha ne d-a ket da zizesperi. Sell : va divreac’h a zo astennet var ar groaz evit da vriata, ha va c’hostez ha va c’haloun a zo bepred digor evit da reseo ha rei d’id ar pardoun. »
r zant-ma a ioa ganet e Worms ha mab da eunn dijentil braz euz ann Allemagn. Goude beza resevet
er gear eunn deskadurez vad ha kristen, e pue kaset da
eur gouent a eskopti Metz da studia ar Skritur Sakr hag
ann theoloji. Eno ec’h en em blijaz kement ma vije bet
joa ganthan chom ato enn eunn ti ker santel. Mes he dad
a reaz d’ezhan distrei d’ar gear.
Ann impalaer Othon III, o veza klevet hano euz he skiant, euz he furnez hag euz he vouiziegez, her c’hemeraz da genta ministr. Ar prins-se a garie ann dud devot ha vertuzuz ; koumpren a rea ar vad a c’helle Heribert da ober d’ann Iliz ha d’ar c’houarnamant er memes amzer, ha setu perak ne roaz peoc’h ebed d’ezhan ken n’en devoue resevet ar velegiach.
Mes ann impalaer en doa c’hoant ive da ober eunn eskop anezhan ha n’oa ket eaz trec’hi humilite ar Zant e kenver ar poent-ma. Goulskoude, arc’heskop Kologn o veza maro, Heribert a oue choazet evit delc’her he blas. D’ann ampoent-se edo e kostez Raveenn enn Itali. Eunn tamm freuz a ioa savet dre eno, hag ann impalaer en devoa he gaset di da lakaat ar peoc’h ; rak eur mestr oa da unani ar sperejou.
Pa glevaz oa hanvet da eskop, ne espernaz netra evit pellaat ar zamm-ze dioc’h he ziouskoaz. Mes kaer en devoue klask digareziou, kaer en devoue lavaret ne oa nemed eur pec’her, eunn den heb deskadurez, ha traou all evelse, red e oue d’ezhan plega erfin ; rak guelet a reaz sklear he-unan ez aje a hent all a-enep bolontez Doue.
Eur vech sakret eskop, ar Zant a labouraz heb ehana evit silvidigez ann eneou a ioa enn he garg. Mall e oue ganthan ober tro he eskopti evit anaout ezommou ann holl, hag e peb leac’h e oue evel eunn tad evit ar beorien, evel eur medisin evit ann dud klanv, hag eunn alvokad evit ar re n’o doa den ebed d’ho difenn. He-unan e prezege d’ann dud fidel ha bez ez oa evitho hag evit ar veleien eur skouer a bep seurt vertuziou. Var evez e veze ato gant aoun na deuje he galoun da veza taget gant ann ourgouill, ha kastiza a rea he gorf dre ar binijenn evit he lakaat da zuja d’ar spered.
Epad eur gernez vraz a c’hoarvezaz d’ar mare-ze enn Allemagn hag e Frans, sant Heribert ne oue ket hebken providans he vro evel m’oa bet Joseph guechall providans ann Ejipt ; mes sikour a eure c’hoaz ann divroidi a ioa enn dienez. He-unan e voalc’he ho zreid d’ezho, ec’h aoze boued evitho, ha n’ho leze da vankout a netra euz ar pez o doa ezomm ken evit ho c’horf, ken evit ho ene.
Etre daou oa maro ann impalaer Othon, ha sant Herri, he vab, a ioa impalaer enn he blas. Unan bennag a gountaz gevier d’ann impalaer-ma divar benn sant Heribert. « — N’e ket c’houi, eme ann teod fall, a felle d’ann arc’heskop-se a vije impalaer varlerc’h Othon ; eunn all eo en doa c’hoant a vije. » Ar c’homzou-ma a skoaz eunn taol pounner e kaloun sant Herri, ha setu hen ha dont dioc’htu da Gololgn da rebech ann dra-ze da zant Heribert. Mes, epad m’edo enn hent, Doue a sklerijennaz he spered, hag enn eur erruout e Kologn ec’h en em strinkaz da dreid ann arc’heskop enn eur c’houlenn pardoun outhan abalamour m’en doa kredet re vuhan ann teod fall. Sant Heribert oa marteze humpla den a ioa var ann douar hag o velet ann impalaer oc’h en em strinka d’he dreid, en devoue muioc’h a boan eget n’en doa bet o klevet en devoa tennet he zroulans. Sant Herri a oue hiviziken leun a respet hag a istim evithan, hag aliez e kemere kuzul diganthan evit gouarnamant he rouantelez, evel a rea ann impalaer Othon.
Goude beza gouarnet he eskopti gant eur furnez vraz epad tost da dri bloaz var’nn ugent, sant Heribert a gouezaz klanv e kouent Duitz a greiz ober he vizit a bastor etouez he zenved. Eno e varvaz d’ar c’houezek a viz meurs 1021, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou.
Ann impalaer sant Herri, o veza kredet re vuhan ar pez a ioa bet kountet d’ezhan divar benn sant Heribert, en em strinkaz da dreid ar zant-ma evit goulenn pardoun diganthan. Setu aze penaoz e c’hoar ar sent rapari ho faotou kerkent ha ma teuont da anaout int bet manket. Setu aze petra dleit da ober ive pa remerkit oc’h euz kredet re vuhan en doa unan bennag kasouni ouzoc’h, pe e klaske noazout d’ehoc’h, pe e lavare traou ac’hanoc’h. Mar kavit diez goulenn pardoun ouz ann den-ze, raparit da vihana ho faot enn eur ober goudeze muioc’h a stad anezhan hag enn eur rei d’ezhan brasoc’h merkou a fizians, a istim hag a garantez.
atris a ioa ganet er Skos var a lavar lod, mes lod all
a lavar oa ganet e Breiz-Izel. Ar pez zo sur eo e oue
kelennet mad enn he vugaleach var guirioneziou ar relijion.
Ne oa ket c’hoaz c’houezek vloaz echu pa oue kemeret
gant eur vandenn dud gouez ha difeiz, ha kaset
d’ann Irland. Eno e oue lakeat da ziouall al loaned, hag
en devoue kalz poan gant ann naoun ha gant ar riou; rak
ne veze ket roet hanter-voued d’ezhan hane oa ket hanter-zillad
var he dro. Mes Patris en doa sonj ato euz a
genteliou he vamm, ha n’euz fors pe seurt amzer a rea,
pe e vije glao, pe e vije erc’h pe skorn, ne vanke morse
da bedi Doue kant guech enn deiz ha kant guech enn
noz.
Chouec’h vloaz a ioa m’edo evelse enn esklavach pa deuaz eunn eal da lavaret d’ezhan e kavche eur vag enn aod evit distrei d’he vro. Patris en em lakeaz raktal enn hent. O veza erruet var ribl ar mor, e kavaz eur vag enn aod, mes potred ar vag ne felle ket d’ezho he gemeret abalamour n’en doa ket a arc’hant da baea he blas. Abars ar fin goulskoude o devoue truez outhan hag her c’hemerjont evit netra.
Goude beza tremenet eunn nebeut bloaveziou enn he vro, Patris a gouezaz adarre etre daouarn eur vandenn dud gouez. Mes a benn daou viz e oue laosket da redet, ha neuze ez eaz da gaout sant Martin, eskop Tour : ar zant-ma a ioa eontr d’ezhan dioc’h kostez he vamm. Chom a reaz pevar bloaz gant sant Martin, ha goudeze e tistroaz d’ar gear dre ali he eontr.
Epad m’edo er gear, e velaz eunn nozvez dre he gousk eur c’hannad euz ann Irland hag a ioa eur maread liziri ganthan enn he zorn Var unan euz al liziri-ze oa skrivet ar c’homzou-ma : « Mouez ann Irlanded. » Kerkent e kavas d’ezhan klevet ar vouez-se, hag hi krenv ha splamm, o komz outhan evelhenn : « — Enn han’ Doue, den iaouank, hast affo dont adarre enn hon touez. » Er memes amzer holl vugale ann Irland a astenne ho divreac’h varzu ennhan, hag a c’houlenne sikour diganthan enn eur grial hag enn eur lenva fors. Patris, o veza dihunet, a goumprenaz oa galvet gant Doue da vont da brezeg ann Aviel d’ann Irland, ha setu hen dioc’htu ha kuitaat he gerent hag he vro evit en em lakaat e stad da c’hounit ann Irlanded da feiz Jezuz-Krist.
Evit kement-se ez eaz da genta da Rom da studia ar skianchou sakr. Goudeze e chomaz c’hoaz trivac’h vloaz e Frans evit deski gant sant Jermen, eskop Aoserr, ar guir feson d’en em zantifia he-unan ha da zantifia ar re all. Erfin, o veza distroet da Rom, ar pab sant Selestin her sakraz eskop hag her c’hasaz d’ann Irland evel misioner abostolik.
Ar Zant a labouraz heb ehana, epad tregont vloaz pe ouspenn, da lakaat sklerijenn ar feiz da bara e kement korn a ioa enn enezenn-ze. Prezeg a rea er c’heariou ha var ar meaz, dirak ar rouaned ha dirak ar bobl. Dalc’h-mad ez ea euz ann eil tu d’egile, euz ann eil keriadenn d’eben, ato var he droad hag hano Jezuz-Krist bepred var he vuzellou. Ar c’halounou ar re galeta, ar sperejou ar muia aheurtet, ne c’hellent ket herzel ouz ann nerz a roe Doue d’he gomzou hag ouz ar burzudou a c’hoarveze e kement leac’h ma tremene ; rak ober a rea ken aliez a virakl hag a gammed. Ann dud a zirede a vandennadou da c’houlenn ar vadiziant, ha dre ma kreske niver ar gristenien, Patris a rea beleien nevez, a zave ilizou ha kouenchou, hag a lakea eskibien ama hag ahont da c’houarn ann dud fidel. Evelse e teuaz heb dale ar feiz hag ann devosion da veza krenv enn Irland hag ann enezenn vraz-ma, a ioa kent leun a baianed, a veritaz hiviziken beza hanvet Enezenn ar Zent.
E kreiz he veachou hag he labouriou abostolik, sant Patris ne golle morse ar zonj euz a Zoue. He adori a rea tri c’hant guech bemdez var bennou he zaoulin, hag enn noz e lenne levr ar salmou e daou bennad. Beva a eure betek ann oad a zaouzek vloaz ha pevar-ugent pe var dro, hag he varo euruz a erruaz er bloaz 464.
Ar zant-ma, enn he iaouankiz, a bede Doue kant guech enn noz, ha divezatoc’h epad m’edo o prezeg ann Aviel enn Irland, hen adore tri c’hant guech bemdez var bennou he zaoulin heb kounta ar salmou a lavare enn noz. Ezomm oc’h euz da bedi Doue bemdez, n’euz fors piou e veac’h ; rak bemdez oc’h euz ezomm euz he c’hrasou, Mes red eo he bedi dreist holl dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz : dioc’h ar mintin, evit kinnig d’ezhan ho tevez hag ho labour, ha dioc’h ann noz, evit he drukarekaat ha goulenn pardoun diganthan euz ho pec’hejou. Seul-vui a labour oc’h euz da ober, seul-vui e tleit pedi ; rak netra ne deui da vad ganehoc’h ma ne ro Doue he vennoz d’ho labour. Mes red eo pedi gant respet ha gant devosion ; penaoz e fell d’ehoc’h beza selaouet gant Doue ma ne c’houzoc’h ket hoc’h-unan petra livirit ?
ant Gabriel, arc’heal, eo ann eil euz ar seiz prins
euz ann env a zo ato dirak tron ann Aotrou Doue
evit kemeret he ursiou hag ho c’has el leac’h ma’z eo
dleet. Ann holl a c’hoar ez euz nao c’heur elez. Ann
daou genta eo ar Seraphined hag ar Cherubined; hojen sant Gabriel eo chef ar Cherubined hag he hano a zinifi
Nerz Doue.
Evit teuler evez euz ann dud, euz ar c’heariou hag euz ar rouanteleziou, Doue en em zervich euz ar c’heuriou izela etouez ar sperejou euruz, da lavaret eo, euz ann elez hag euz ann arc’helez. Mes, p’en deuz eunn dra vraz bennag da ziskleria d’ar bed, p’en deuz da zigas var ann douar eur c’helou hag a zell ouz ar bed holl. Doue a joaz he gannaded er c’heuriou huela, hag ar c’hannaded-ma a hanver neuze ive elez pe arc’helez petra bennag m’o deuz eunn hano all er baradoz. Evelse, petra bennag m’eo sant Gabriel chef ar Cherubined, e reomp anezhan evelato ann arc’heal Gabriel, abalamour ma oue choazet gant Doue evit beza he gannad dreist-ordinal dirak ar prophet Daniel, ha goudeze dirak Zakarias, tad sant Iann-Vadezour, ha dirak ar Verc’hez Vari. Rak ar ger eal a zinifi kannad, hag ar ger arc’heal, kannad dreist-ordinal.
Sant Gabriel a oue karget, da genta, da verka guech all d’ar prophet Daniel ar mare ma tlie ar Mesias en em ziskouez. Eunn devez m’edo ar prophet-se o pedi, ann arc’heal Gabriel a gomzaz outhan evelhenn : « — Se laouit mad, ha lakit ann dra-ma doun enn ho spered. Azalek ma vezo roet urs da zevel a nevez mogeriou Jerusalem betek ma teui ar Christ a c’hortozit, e vezo nao zizun ha tri-ugent. Goudeze ar Christ a vezo lakeat d’ar maro hag ar sakrifisou koz a vezo taolet a gostez : ann dra-ma a erruo var dro hanter eur zizun all. »
Ar sizuniou-ze a zo sizuniou a vloaveziou. Hogen nao zizun ha tri-ugent a zeiz vloaz peb hini, a ra just pevar c’hant tri bloaz ha pevar-ugent, ha setu aze ive e guirionez ann amzer a dremenaz azalek ma roaz roue Pers urs da zevel a nevez mogeriou Jerusalem betek ma oue badezet hor Zalver gant sant Iann e ster ar Jourden. Jezuz-Krist a oue lakeat d’ar maro a benn tri bloaz goude hag eunn dra bennag ouspenn : ar pez a ra c’hoaz var dro eunn hanter-zizun a vloaveziou.
Divezatoc’h, sant Gabriel a oue kaset adarre dalavaret da Zakarias, pried santez Elizabeth, e vije tad da zant Iann-Vadezour. Zakarias a ioa eur belek santel euz a amzer al lezenn goz. Elizabeth hag hen a ioa dija var ann oad, ha n’o doa ket a vugale. Aliez goulskoude o devoa pedet ann Aotrou Doue da rei d’ezho eur mab ; mes evit c’hoaz ho fedenn n’oa ket bet selaouet.
Eunn devez m’edo Zakarias oc’h ezansi ann aoter e templ Jerusalem, e oue spountet-holl enn eunn taol kount o velet eunn eal dirazhan enn tu deou d’ann aoter. Mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — N’o pezet aoun ebed, Zakarias ; ho pedenn a zo bet selaouet: ho pried Elizabeth e devezo eur mab hag a hanvot Iann. » Zakarias, o sonjal peger koz oa Elizabeth hag hen, en devoue beac’h o kredi ar pez a gleve. Neuze ann eal a gomzaz outhan evelhenn : « — Me eo Gabriel, a vez ato em za dirak tron ann Aotrou Doue, hag em euz bet urs da zigas d’ehoc’h ar c’helou euruz-se; mes abalamour n’oc’h euz ket kredet dioc’htu, c’houi a jomo mud brema ken na erruo ar pez am euz lavaret d’ehoc’h. » Kerkent ann eal a ieaz kuit ha Zakarias a gollaz ar prezeg.
Sant Gabriel a oue karget erfin da ziskleria d’ar Verc’hez Vari oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Eunn devez m’edo ar Verc’hez o pedi he-unan enn he c’hambr, ann arc’heal Gabriel en em ziskouezaz dirazhi, enn eur lavaret: « — Me ho salud, o c’houi a zo leun a c’hras ; ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h ; benniget oc’h dreist ann holl gragez. » Ar Verc’hez a ioa nec’het o klask gouzout petra zinifie ar c’homzou-ze. Mes ann eal a lavaraz d’ezhi: « — N’o pezet aoun ebed, Mari; rak kavet oc’h euz gras dirak Doue Dont a rann da lavaret d’ehoc’h e konsevot hag e lakeot er bed eur mab hag a hanvot Jezuz. Ar mab-se n’en devezo ket he bar, hag hanvet e vezo mab ann Hini a zo dreist peb tra. Doue a roio d’ezhan tron David, he dad, ha ren a rai da virviken e ti Jacob.»
Dioc’h ar gefridiou braz-se m’eo bet karget sant Gabriel anezho, eo eaz d’eomp koumpren ez eo unan euz ann elez o deuz ar muia galloud dirak Doue. N’e ket eston eta e defe ann Iliz great eunn offis a gostez evit he henori.
Hano ann arc’heal Gabriel a zinifi Nerz Doue. Ar pez a vank d’eomp aliesa evit ober hon dever, evit pellaat dioc’h ann drouk, evit chom stard enn hor feiz, eo ann nerz. Gouzout aoualc’h a reomp petra dlefemp da ober evit beva evel guir gristenien, evel guir vugale da Zoue ha d’ann Iliz. Mes re zempl oump, hor bolontez n’e ket krenv aoualc’h evit heul ar sklerijenn a zo enn hor spered. Pedomp eta sant Gabriel, Nerz Doue, da obten d’eomp ann nerz-se m’on euz kement a ezomm anezhi evit kerzet ato dre ann hent mad, hag enebi kalounek oc’h hor goall ioulou, oc’h ardou ann drouk-spered hag oc’h kenteliou faoz ha skoueriou fall ar bed.
ant Joseph a ioa ginidik euz a
gear Nazareth er Galilee, hag a
ziskenne euz a lignez ar roue David.
Ann Aotrou Doue, o veza he joazet
evit beza pried d’ar Verc’hez Vari
ha tad mager da Jezuz, her c’hargaz
a c’hrasou braz azalek he vugaleach.
Lod a lavar zoken e oue
neteat he ene dioc’h ar pec’hed orijinel
araok m’oa ganet.
Evel n’oa ket pinvidik he dud, petra bennag ma’z oant a lignez huel, sant Joseph a zeskaz ar vicher a galvez evit gounit he voued. Er vicher-ma e kave easoc’h tro da veva he-unan gant Doue, pell dioc’h trouz ha danjeriou ar bed. Ar Skritur Sakr a ra d’eomp he veuleudi dre eur ger hebken. « Joseph, emezhi, a ioa eunn den just. »
Ar ger-ma a goumpren ann holl vertuziou. Joseph a ioa eunn den just, da lavaret eo, ne vanke morse da nikun euz he zeveriou e kenver Doue, e kenver he nesa hag enn he genver he-unan. Joseph a ioa eunn den just, da lavaret eo c’hoaz, na Doue, nag ann nesa, nag he goustians he unan, n’o doa netra da rebech d’ezhan.
Sant Joseph a zimezaz d’ar Verc’hez Vari d’ann oad a zaou-ugent vloaz. Setu ama penaoz. Pa oue ar Verc’hez enn oad da zimezi, ar veleien a zonjaz klask eur pried d’ezhi e lignez ar roue David. Hogen, bez’ez oa eur maread paotred iaouank euz ar vouen-ze. Mes, Doue a roaz da anaout dre eur burzud eo Joseph a ioa bet choazet ganthan evit pried d’ar Verc’hez. He c’hemeret a reaz eta petra bennag m’en doa he-unan great veu a virjinite.
Goude ho eured, Joseph ha Mari en em dennaz e Nazareth, ho bro. Di eo ez eaz ann arc’heal Gabriel da lavaret d’ar Verc’hez oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Mari ne guze netra ouz he fried; goulskoude ne gountaz ket ann dra-ma d’ezhan, abalamour ma’z oa var he meno eunn dra hag a rea re a henor d’ezhi. Mes Doue he-unan a gasaz eunn eal da ziskleria da Joseph ar pez a ioa c’hoarvezet. « — Joseph, eme ann eal, n’o pezet aoun ebed o telc’her Mari ganehoc’h ; rak n’e deuz konsevet nemed dre c’halloud ar Spered-Santel. Lakaat a rai er bed eur mab, hag ar mab-se a hanvot Jezuz, da lavaret eo Salver; rak hen eo a zavetaio he bobl enn eur zizamma anezhan euz he bec’hejou.
Pa c’hanaz ar Mabik Jezuz e kraou Bethleem, sant Joseph en devoue ann eur d’hen adori da genta asambles gant ar Verc’hez, ha goudeze en devoue ive ar joa da velet ar bastored divar dro hag ann tri roue euz ar Zao-Heol o tont d’en em strinka d’he dreid hag oc’h he anaout evit ho Zalver hag ho Doue.
Daou-ugent devez goude m’oa ganet, ar Mabik Jezuz
a oue kaset da Jerusalem gant Joseph ha Mari evit beza
kinniget da Zoue enn templ. Eno sant Joseph a resevaz,
evel ar Verc’hez, bennoz ann den santel Simeon. Mes ar
c’homzou-ma a lavaraz Simeon da Vari: « — Ho kaloun
a vezo treuzet gant eur c’hleze a c’hlac’har », a skoaz
ive eunn taol pounner e kaloun he fried.
Etre daou, ar roue Herodes a roaz urs da laza ann holl vugale vihan a ioa e Bethleem ha tro var dro betek ann oad a zaou vloaz. Neuze eunn eal a deuaz da gaout Joseph enn noz, hag a lavaraz d’ezhan dre he gousk : « — Savit, kemerit ar bugel hag he vamm, ha tec’hit gantho d’ann Ejipt ; rak Herodes a zo o klask ar bugel evit hel lakaat d’ar maro. » Joseph a zentaz heb lavaret ger ; kemeret a eure ar bugel hag he vamm, ha setu hen gantho d’ann Ejipt.
Goude maro Herodes, ann eal a deuaz adarre da gaout Joseph enn noz, hag a lavaraz d’ezhan : « — Maro eo brema ar re a glaske lamet he vuez digant ar bugel. Savit eta, ha distroit ganthan ha gant he vamm da vro israel. » Joseph a zavaz var ann heur, a gemeraz ar bugel hag he vamm, hag a zistroaz gantho da gear Nazareth er Galilee.
Jezuz ha Mari a ioa kustumm da vont bep bloaz da Jerusalem da c’houeliou Pask. Pa oue deuet ar Mabik Jezuz d’ann oad a zaouzek vloaz, e kaschont anezhan gantho. Hogen, da fin ar goueliou, ar Mabik Jezuz a jomaz e Jerusalem var ho lerc’h, ha Joseph ha Mari ne c’houient dare. Kredi a reant edo gant unan bennag euz ho c’herent pe ho anaoudeien ; rak ann holl a glaske he gaout da goumpagnoun. Pebez enkrez eta, pebez nec’hamant, pebez anken, pa remerkchont n’edo ket! Mes ive pebez joa ha pebez levenez pa her c’havchont goudeze enn templ o tisput ouz ann doktored.
Ar mabik Jezuz a zistroaz raktal da Nazareth gant ar Verc’hez ha sant Joseph hag eno, eme ar Skritur Sakr, e tremene he amzer o senti outho. Netra ne ziskouez guelloc’h mirit sant Joseph hag ar c’halloud en deuz brema enn env eged ar c’homzou-ze : « Jezuz a zente outhan. » O gloar heb he far ! Jezuz a zente ouz Joseph evel ma sente ouz Mari, egiz pa vije bet ive mab da Joseph evel ma’z oa e guirionez mab da Vari.
Ar Skritur Sakr ne verk netra ken d’eomp divar benn sant Joseph. Kredi a reer e varvaz epad m’edo c’hoaz hor Zalver e Nazareth. Bez’en devoue eta ann eur da vervel etre divreac’h Jezuz ha Mari, hag abalamour da ze eo bet kemeret ato evit patroun ar maro mad. Enn hon amzer-ni, ar pab Pi Nao en deuz her choazet, var goulen ann holl dud a iliz hag ann holl dud fidel, evit patroun ann Iliz katolik enn he fez.
Sant Joseph en deuz bet ann eur da vervel etre divreac’h Jezuz ha
Mari. Pedit anezhan ive dreist peb tra da obten evidhoc’h digant Doue ar c’hras da gaout eur maro mad. Livirit aliez enn ho puez he hano benniget asambles gant ann hanoiou sakr a Jezuz hag a Vari, evit m’o pezo ar c’hras d’ho lavaret adarre var ho tremenvan. Ann tri
hano dous-se, lavaret neuze gant feiz ha gant devosion, a roio nerz d’ehoc’h da c’houzanv heb en em glemm poaniou ann heur diveza, hag er memes amzer e vezint evidhoc’h eunn errez euz a c’hloar hag euz a joauzted eternel ar baradoz.
irill a ioa ganet e Jerusalem er bloaz 315 pe var dro,
hag a studiaz ar Skritur Sakr azalek he vugaleach.
He aked d’ar studi-ze ne reaz nemed kreski gant ann
oad, hag evelse ar feiz katholik a gavaz ennhan eunn difennour
habil ha kalounek. Maksim, eskop Jerusalem,
her belegaz, ha goudeze e oue karget da brezeg bep sul
d’ar bobl fidel ha da ober katekiz d’ar Iuzevien ha d’ar
baianed a felle d’ezho reseo ar vadiziant. Teir var’nn
ugent euz he brezegennou a zo deuet betek ennomp, ha
dioc’h ar prezegennou-ze e veler oa eur mestr da lakaat
guirioneziou ar relijion da bara splamm dirak daoulagad
ar re a veze oc’h he zelaou, ha da ziskouez ne oa nemed
gevier oc’h heul ann heretiked.
Ann eskop Maksim o veza maro, Sirill a oue choazet evit delc’her he blas. Prest goude, e c’hoarvezaz e Jerusalem eunn dra vurzuduz meurbed. D’ar seiz a viz mae euz ar bloaz 351, da nav heur dioc’h ar mintin, e oue guelet azioc’h menez Kalvar eur groaz vraz-vraz, hag hi skedusoc’h eged ann heol. Ar groaz-se ne oue ket remerket gant eunn den pe zaou hebken, mes gant holl dud kear ; rak chom a eure enn ear epad meur a heur dioc’htu, hag astenn a rea he divreac’h betek menez Olived. Ar bobl holl a redaz d’ann iliz da drugarekaat Doue asambles gant he eskop, hag ar baianed ho-unan a lavare evel ar gristenien : « — Mil bennoz d’ehoc’h, Salver Jezuz ! »
Sant Sirill a veve enn amzer sant Athanaz, hag en devoue, evel ar zant-ma, kalz da c’houzanv a berz ann Arianed. Tamallet e oue e faoz gantho ha torret euz he garg a benn diou vech. Neuze ec’h en em dennaz e kear Tars er Silisii, hag eno e chomaz betek maro ann impalaer Konstans. Pa oue pignet ann impalaer Julian var ann tron, e c’hellaz distrei d’he eskopti, hag eur vech distro e labouraz heb ehana da zigas adarre var hent ar vertuz hag ar virionez ar gristenien a ioa eunn tammik faziet divarnhan.
Ann impalaer Julian a ioa bet badezet ; mes goudeze en doa dilezet servich ar guir Doue evit adori doueou ar baianed. Gant ar gounnar en doa ouz ar relijion gristen, ann impalaer-ze a falvezaz d’ezhan lakaat ar bropheted ha Jezuz-Krist he-unan da c’haouiaded. Ar bropheted o devoa diskleriet guech all e teuje eunn amzer ma n’o devije mui ar Iuzevien na roue, nag aoter ebed da ginnig sakrifisou da Zoue hervez ho lezenn, hag hor Zalver en doa lavaret ive, enn eur gomz euz a dempl Jerusalem, ne jomje ket anezhan daou vean ann eil var c’horre egile. Setu petra ioa erruet p’oa bet kemeret kear Jerusalem gant arme Titus, mab ann impalaer Vespasian. Templ ar Iuzevien a ioa bet diskaret ha dismantret-holl, hag ar Iuzevien ho-unan kaset tu-ma tu-hont evel esklavourien dre gement korn a ioa er bed.
Ann impalaer Julian a zonjaz ho gelver da vont adarre da Jerusalem, ha sevel a nevez evitho ann templ o doa eno guech all. Kemeret a eure ar mizou enn he gount, ha raktal e oue staget d’al labour. Mez pa’z ejot da glask lakaat ar vein genta, goude beza diatredet plas ann templ koz, flammou-tan spountuz a zilammaz euz ann douar var al labourerien, ha meur a hini euz ar re-ma a oue mouget gantho. Ann dra-ze a c’hoarvezaz ken aliez guech ma’c’h eseaz ar vansounerien labourat, hag abarz ar fin e oue renket lezel al labour a gostez evit ato. Sant Sirill en doa lavaret dija petra erruje ; mes ar Iuzevien hag ar baianed ne reant van evit he glevet. O velet ar mirakl-ma goulskoude, eleiz anezho a zigoraz ho daoulagad da sklerijenn ar feiz.
Enn amzer ann impalaer Valens, ar Zant a oue kaset kuit euz he eskopti evit ann eil guech ; mes distrei a eure enn amzer ann impalaer Grasian, ha neuze e poaniaz da rapari ann drouk o doa great ann heretiked epad ann unnek vloaz m’oa bet ar pastor dalc’het pell dioc’h he zenved enn despet d’ezhan. Doue a vennigaz he boan ; rak sant Bazil, o veza eat da Jerusalem prest goude, a verk d’eomp oa krenv ar feiz hag ann devosion etouez kristenien ar gear-ze.
Sirill a ieaz d’ar c’honsil jeneral a oue asamblet e Konstantinopl er bloaz 381, hag er bloaz 386 e varvaz leun a veritou e Jerusalem, oajet a zek vloaz ha tri-ugent.
Ann impalaer Julian a falvezaz d’ezhan lakaat ar bropheted ha Jezuz-Krist he unan da c’haouiaded ; mes koueza a reaz buhan he viz meud enn he zorn pa glevaz menek euz ar flammou tan a zilamme euz
ann douar var he labourerien. Eur vech all, ann impalaer-ze a c’houlennaz ouzeur c’hristen : « — Oc’h ober petra ema brema mab ar c’halvez ? »
Mab ar c’halvez oa ann hano a roe da Jezuz-Krist abalamour
sant Joseph, he dad mager, a ioa kalvez dre vicher. Ar c’hristen a respountaz : « — Oc’h ober eunn arched ema ; » hag a benn eunn tachad
goude, Julian a varve enn eur lavaret: « — Treac’h oud d’inn, Galilean ! » Galilean a ioa eunn hano all a roe d’hor Zalver, abalamour
m’oa bet o chom e kear Nazareth er Galilee. Evelse, abred pe zivezad,
Doue a c’hounit ato ar viktor var he holl enebourien. Bezit eta bepred
stard enn ho feiz ; ar re a ra brezel d’ar relijion ha d’ann Iliz a dremeno
gant ho ourgouill hag ho fallagriez ; mes komzou Doue ne dremenint ket.
eneat a ioa ginidik euz ann Itali, hag a oue kaset d’ar
skol da Rom d’ann oad a zeiz vloaz. O velet ann
haillounerez a rea lod euz ar skolaerien, en devoue aoun
d’en em goll enn ho zouez, hag e reaz he zonj da vont
var ar meaz da glask eur plas distro bennag evit beva
he-unan gant Doue. Ne oa c’hoaz d’ann ampoent nemed
pevarzek vloaz.
Erruout a reaz gant eur manac’h he hano Romen, hag ar manac’h-ma, goude beza lavaret d’ezhan penaoz e tlie tremen he amzer enn he hermitach, hen henchaz betek eur garrek kleuz a ioa e kreiz meneziou Subiako, var dro pemzek leo dioc’h Rom. Beneat a jomaz tri bloaz e toull ar garrek-se, heb beza anavezet gant den nemed gant Romen : hema a deue bep ar mare da zigas d’ezhan eunn tamm bara.
Mes, kaer en doa bet en em denna ez-veo enn eur garrek kleuz, evel enn eur bez, ann drouk-spered ne gollaz ket he roudou. He heul a reaz betek eno, ha ne leze repoz ebed ganthan. Eunn devez, e tigasaz eur zonj fall d’ezhan hag ar zonj-se a ieaz ken doun e spered ar Zant ma oue tentet da guitaat he ermitach. Mes kerkent gras Doue a skuillaz var he ene eur berad sklerijenn, ha setu hen ha diviska he zillad evit en em ruill enn noaz etouez ann drez hag ar spern ken na oue leun-c’hoad he gorf. Ar boan en devoue a vougaz ann ioulou fall a ioa savet enn he galoun, hag a-c’houdevez en devoue peoc’h dioc’h ann drouk-spered e kenver ar poent-se.
A benn tri bloaz, ermitach Beneat a oue anavezet gant tud ar vro, ha lod euz ar re-ma a c’hoanteaz kemeret skouer diouthan, ha tremen ann nemorant euz ho buez o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Ann niver anezho a greskaz kement gant ann amzer ma savaz ar Zant daouzek kouent evitho, hag e peb hini euz ar c’houenchou-ze e lakeaz daouzek manac’h hag eur superior.
D’ann ampoent, ann doue faoz Apollon en doa c’hoaz eunn templ hag eunn aoter var Menez-Kasin, hag he idol pe he batrom a ioa henoret gant ann dud divar dro. Beneat a oue poulzet gant Doue da guitaat Subiako evit mont di da jom. Kenta tra a reaz enn eur erruout a oue pilat ann templ d’ann traon, diskar ann aoter ha bruzuna ann idol. Goudeze ne oue ket pell o c’hounit d’ar feiz ann neubeut paianed a ioa c’hoaz tro-var-dro.
Kouent Menez-Kasin a deuaz da veza brudet heb dale e kement korn a ioa enn Itali. Eno eo e skrivaz Beneat ar reolenn a vuez a dlie beza heuliet gant ann holl venac’h euz he Urs. Hervez ar reolenn-ma, ar venac’h a renke labourat a gorf epad seiz heur bemdez, lenn eul levr devot bennag epad div heur, sevel enn noz da gana ho offis ha chom da vedita azalek fin ann offis betek goulou-deiz.
Doue a ziskleriaz santelez he zervicher dre eur maread miraklou. Eunn droiad, tud fallakr a lakeaz ampoezoun d’ezhan enn he verenn; mes, hervez he gustumm, Beneat a reaz sin ar groaz var ar verenn araok eva, ha kerkent ar verenn a dorraz hag ann ampoezoun a gouezaz d’ann douar. Totila, roue ar Gothed, o veza klevet hano euz ar Zant evel euz a eunn den ha ne c’hellet kuzat netra outhan, a c’hoanteaz gouzout dreizhan he-unan ha guir oa ann dra-ze. Lavaret a eure eta da unan euz he offiserien guiska he zillad a roue ha mont gantho da gaout Beneat. Mes ar Zant a lavaraz dioc’htu d’ann offiser; « — Tennit ann dillad-se, va mab, rak n’e ket d’ehoc’h int. »
Goudeze Totila a deuaz he-unan d’en em strinka da
dreid Beneat, hag ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Kalz
drouk a rit hag ober a reot muioc’h c’hoaz Kemeret
a reot kear Rom ; mes a benn nao bloaz ama e varvot,
hag ez eot da renta kount d’ho parner euz a gement o
pezo great. » Ann traou-ze a erruaz holl evel m’en doa
lavaret Beneat.
Erfin, ar zant-ma a roaz da anaout d’he ziskibien n’en doa mui nemed eunn nebeut miziou da veva. C’houec’h devez araok he varo, e reaz toulla he vez, ha d’ar c’houec’hved devez e lavaraz he gas d’ann iliz. Eno e oue kommuniet, ha prest goude e tremenaz. Ann dra-ma a ioa d’ann 21 a viz meurs euz ar bloaz 543. Daou vanac’h a velaz he ene o vont d’ar baradoz dre eur vali gaer, goloet a ballennou skeduz, hag eur renkennad goulou a bep tu d’ezhi. Azioc’h ar vali ez oa eunn eal hag a lavare : « — Dre ann hent-ma e pign enn env Beneat, mignoun braz ann Aotrou Doue. » Ar Zant a ioa oajet a dri bloaz ha tri-ugent.
Sant Beneat n’en devoue ket kent great sin ar groaz var ar verenn
el leac’h m’oa taolet ampoezoun d’ezhan ma torraz ar verenn-ze, ha ma kouezaz ann ampoezoun d’ann douar. Deskit dre eno pegen talvouduz
eo ober sin ar groaz araok dibri pe eva. P’en em lakit ouz taol, ne vankit morse da ginnig ho pred da Zoue, ha kemerit-hen, nann evit
ober plijadur d’ho kof, mes evit kaout nerz da staga adarre d’al labour
oc’h euz da ober enn ho stad. Dalc’hit sonj mad euz ar pez a lavar sant Paol : « Pe c’houi a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eunn dra bennag all evelse, grit-hen bepred evit gloar Doue. »
atell a ioa ganet e kear Jenn
er bloaz 1447, hag a roaz abred
merkou anat euz he zantelez da zont.
Kerkent hag ann oad a eiz vloaz,
he brasa plijadur oa deski guirioneziou
ar feiz, ha lakaat he spered
d’ho choumpren ha da zonjal ennho
aliez. Eunn dudi oa guelet he. modesti
hag he zentidigez e kenver
he zud, ha chom a rea heb kaozeal
nemed klevet a raje hano euz
ann Aotrou Doue.
Enn he c’hambr ez oa eunn daolenn hag a ziskoueze korf hor Zalver diskennet euz ar groaz ha gourvezet var barlenn he vamm. Katell ne skuize morse o sellet ouz ann daolenn-ze, hag he c’haloun a veze neuze ken tenereat ma savaz c’hoant ganthi da c’houzanv ive eunn dra bennag dre garantez evit Jezuz-Krist.
En em voaza a eure da gousket var ar c’holo gant eunn tamm plankenn hebken dindan he zreid; mes kuzat a rea ar pinijennou-ze guella ma c’helle ouz he flac’hed pe he mitizien. Meur a vech evelato e oue guelet gant ar re-ma o skuill eur mor a zaelou enn eur vedita var basion hor Zalver.
D’ann oad a drizek vloaz e falvezaz d’ezhi kuitaat ar bed evit mont d’ar gouent: eur c’hoar leanez e devoa dija. Mes kavet e oue re iaouank ha ne oue ket resevet. A benn tri bloaz goude, he zud he dimezaz da eunn dijentil a Jenn, hanvet Julian Adorno. Ann dimezi-ma a oue great evit unani diou lignez hag a ioa kasouni entrezho abaoue pell amzer. Hogen, ar Zantez n’e devoue nemed displijadur gant he fried epad ann dek vloaz ma vevchont asambles.
Adorno a garie ann ebatou hag ann henoriou, ha dre he zispignou foll e foranaz he zanvez hag hini he c’hreg. Mes n’e ket ann dra-ze eo a rea ar muia poan da Gatell: ar pez a ranne he c’haloun oa guelet ar vuez direol a rene he fried. Ne ehane da c’houlenn evithan ar c’hras da zistrei ouz Doue, hag he fedenn a oue selaouet erfin. Adorno a jenchaz, a ieaz e Trede-urs sant Fransez, hag a varvaz goudeze evel eunn den leun a feiz hag a zevosion.
Azalek ar c’houec’hved blavez goude m’oa bet dimezet, ar Zantez e devoa darempredet eunn tammik ar bed. N’e ket m’e devije he c’houstians netra a bounner da rebech d’ezhi ; mes ne jome mui ken aketuz enn he zi, mont a rea avechou da heul ann introunezed all, hag evelse oa laoskeat eunn nebeudik e servich Doue. Pa deuaz da veza intanvez, e devoue kement a geuz d’ann dra-ze ma’z oa prest da anzao he faot dirak ann holl, ha da rapari ar pez a hanve he leziregez dre ar pinijennou ar re galeta. Jezuz-Krist en em ziskouezaz dirazhi sammet gant he groaz, ha divar neuze n’e devoue mui ken ioul nemed da gaout poan da c’houzanv evel he Zalver.
Ar pez a garie dreist peb tra oa medita ; mes ann oberiou a drugarez a blije d’ezhi ive. He-unan e serviche ann dud klanv enn hospitaliou, ha pourvei a rea da ezommou holl beorien kear, pa c’helle ho anaout. He iuniou a ioa dreist-ordinal, ha tremen a eure tri goraiz var’nn ugent ha ken aliez a azvent heb dibri eunn eskenn. Bemdez avad e kommunie, ha bep ar mare ec’h eve eur verennad zour gant eur banne guinegr hag eur meutadik c’hoalenn enn he douez.
Epad ann nao bloaz diveza euz he buez, Katell e
devoue eur c’hlenved estranch, hag ar vedisined, kaer
o devoa, ne gavent louzou ebed ouz ar c’hlenved-se. Da
c’houeliou ar zent, e stage outhi kement poan o deveze
bet ar zent-ma da c’houzanv var ann douar. Eur pennad
araok he maro, ar gommunion a ioa he holl magadurez,
ha ne c’helle mui kemeret tamm boued all ebed.
D’ann tri a viz guengolo 1510, hor Zalver a reaz d’ezhi santout holl dourmanchou he basion. Neuze ar Zantez a astennaz he divreac’h e kroaz, hag a lavaraz a vouez huel : « — Va bennoz da gement poan a blijo gant Doue digas d’inn ! Abaoue m’oc’h euz sklereat va spered, o va C’harantez, n’em euz bet ken ioul nemed da veza staget ouz ar groaz eveldhoc’h. Mes c’houi oc’h euz ato chenchet ar c’hroaziou evidon e bokedou roz. Ne gredann ket e c’hellfe korf eunn den herzel ouz ar pez a c’houzanvann brema : eur c’horf houarn zoken ne c’hellfe ket. Goulskoude, ne c’houfenn ket lavaret em befe poan ; kaout a ra d’inn, er c’hountrol, emaounn o neun enn eur mor a joa, hag ar joa-ze a zo ken dudiuz ma n’ounn goest na d’he rei da anaout, na d’he c’houmpren va-unan. »
Erfin, d’ar zul, pemzek a viz guengolo, e oue goulennet outhi ha c’hoant e doa da gommunia. E leac’h respount, Katell a ziskouezaz ann env gant he biz, hag enn eur lavaret goustadik ar c’homzou-ma : « — Va Doue, mea laka va ene etre ho taouarn, » e tremenaz e peoc’h d’ann oad a dri bloaz ha tri-ugent.
Nag a c’hragez zo hirio ha n’o deuz ive nemet displijadur gant ho fried, evel e devoue santez Katell gant he hini ! Mar d-oc’h euz ann niver-ze, kemerit skouer dioc’h ar zantez-ma. E leac’h en em jala hag en em glemm, ar pez ne rafe nemed kreski ho poan, en em dennit a spered er gouli euz a gostez Jezuz. E leac’h koll hoc’h amzer o leusker malloziou var ho pried, pedit evithan dalc’hmad ; ne ehanit da c’houlenn evithan ar c’hras da zistrei ouz Doue, hag abred pe zivezad Doue a zelaouo ho pedenn evel ma selaouaz erfin hini santez Katell.
r zant-ma a ioa ginidik euz ann Afrik, ha ne oa den
er vro-ze ker pinvidik hag hen. O veza bet hanvet
da c’houarner e Karthaj, e rea he zever er garg-ma gant eul lealded heb he far p’en em lakeaz Hunnerik,
roue ar Vandaled, da ober goall vuez d’ar gristenien
gatholik. Ar prins-se a ioa eunn heretik a heurtet, hag
a felle d’ezhan ne vije mui nemed heretiked enn he rouantelez.
En em gemeret a reaz da genta oc’h ar guerc’hezed
konsakret da Zoue, ha goudeze ouz ann dud a iliz: tost da
bemp mil euz ar re-ma, heb kounta ouspenn pevarc’hant
eskop, a oue kaset gant-han er meaz euz ar vro. Abarz
ar fin ec’h en em gemeraz ive oc’h ann dud fidel.
Eur maread kristenien katholik a ioa bet dija lakeat d’ar maro pa erruaz tro Viktorian. Ar roue a espere gounit ar gouarner dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. Karga a eure eta unan bennag da lavaret d’ezhan euz he berz : « — Ma kirit chench relijion, Viktorian, me a roio d’ehoc’h ar renk kenta etouez va offiserien, ha n’em bezo ket brasoc’h mignoun egedhoc’h. » Mes ar gouarner a respountaz kerkent : « — Trugarekaat a ran ar roue euz ar merkou a vadelez hag a henor a c’hoanta rei d’inn ; ne gavo ket etouez he zujidi eunn all sentusoc’h egedon-me, pa vezo hano euz he zervich. Mes, mont eneb d’am c’houstianz ne rinn biken, petra bennag a oufe d’ober d’inn. Me zo leun a fizians e Jezuz-Krist, va Doue ha va Zalver. Livirit eta d’ar roue va c’houndaoni, ma kar, da veza devet ez-veo, pe debret gant al loaned, pe bourrevet enn eur feson all bennag. Evit chench relijion avad, biken n’her grinn ; da betra e talvezfe d’inn beza bet badezet enn Iliz katholik, ma teufenn brema da nac’h va feiz ? Ha pa ne ve ket zoken eur vuez all varlerc’h houma, ne garfenn ket, evit eur vogedenn a henor hag a c’hloar, beza ken digaloun-ze e kenver va c’hrouer, goude m’en deuz great d’inn ar c’hras d’he anaout. »
Hunnerik a ieaz enn egar pa glevaz ar respount-ma, hag a roaz urs da vourrevi ar Zant goasa ma vije gellet. Da genta, e oue torret d’ezhan he izili, ha goudeze e oue skuillet eol bero varnho hag e oue dispennet he gorf gant eur gribin houarn. Mes Viktorian a c’houzanvaz ann holl dourmanchou-ze gant joa ; treac’h e oue bepred d’he vourrevien, ha d’ann tri var’nn ugent a viz meurs euz ar bloaz 484, ez eaz erfin da reseo enn env ar gurunenn en doa meritet dre he verzerenti hirr ha gloriuz.
Ar zant-ma a lavare : « — Ha pa na ve ket zoken eur vuez all goude houma, ne garfenn ket, evit eur vogedenn a henor hag a c’hloar, beza digaloun aoualc’h e kenver va c’hrouer evit trei kein d’ezhan, goude m’en deuz great d’inn ar c’hras dhe anaout. » Setu aze petra zinifi kaout eur garantez parfet evit Doue : he garet abalamour d’ezhan he-unan, abalamour ma’z eo ar Mad a zo dreist peb mad, ar Gened a zo dreist peb gened, ha nann abalamour d’ar rekoumpans a c’hortozomp diganthan.
Ar zent holl o deuz bet ar garantez parfet-se evit Doue ; ato int bet prest da c’houzanv a bep seurt poaniou evithan, ha pa n’en devije bet zoken baradoz ebed da rei d’ezho er bed all. Ha ni, kaer en deuz Doue kinnig d’eomp he varadoz mar her c’haromp, hag hor gourdrouz euz ann ifern ma n’her c’haromp ket, ni a zo bepred lezirek enn he zervich, ni ne fell d’eomp gouzanv netra dre garantez evithan. Peseurt kaloun on euz-ni eta ? « — O va Doue, a lavare guech all sant Aogustin, piou oc’h-hu ha piou ounn-me, ma’c’h ordrenit d’inn ho karet ? Daoust ha c’houi a vezo eurusoc’h mar ho karann, pe nebeutoc’h euruz ma n’ho karann ket ? Nann, mes c’houi a fell d’ehoc’h ho karfenn evit ma vezinn euruz va-unan dre ar garantez am bezo evidhoc’h. Ah ! re zivezad em euz ho karet, o gened bepred koz ha bepred nevez, re zivezad em euz ho karet ! »
r zant-ma a ioa ganet e kostez Paris enn amzer ar
roue Klovis, eil euz ann hano. O veza m’en doa eur
spered lemm hag eunn natur vad a grouadur, he dad a
lakeaz anezhan er skol gant mistri habil ha vertuzuz.
He dad a ioa offiser ; mes hen n’oa ket troet var ar vicher
a zoudard : c’hoant mont da velek en devoa, ha pa
oue echu he studi ganthan e resevaz ann Ursiou sakr.
Goude beza bet eur pennad e palez ar roue Kloter Trede, Vulfrann a oue hanvet da eskop e Sans, ha gouarn a eure he eskopti epad daou vloaz hanter gant eur furnez hag eur zantelez vraz. Neuze Doue a lakeaz enn he spered mont da brezeg ann Aviel d’ar boblou paian euz ann Allemagn. Misionerien all a ioa eat di dija euz a Frans hag euz a Vro-Zaoz ; mes labour aoualc’h a ioa c’hoaz evithan. Rei a reaz eta ann dilez euz he garg a eskop, ha setu hen d’ann Allemagn gant eur guchenn venac’h euz ann Normandi.
Ar Zant ne oue ket pell eno na c’hounezaz eur maread paianed d’ar feiz dre ann nerz euz he gomzou, ha dreist holl dre he viraklou. Etouez poblou ann Allemagn ez oa d’ar mare-ze eur c’hiz kriz ha dinatur : pa errue eur gouel braz bennag, e lakeant tud d’ar maro evit henori ho doueou faoz. Tennet e veze plouz berr, hag ann hini a goueze ar blouzenn verr ganthan a veze raktal beuzet, krouget, pe dreuzet a daoliou kleze.
Eunn devez, eunn den iaouank, he hano Ovon, a ioa o vont da veza krouget evelse abalamour m’en doa bet ar blouzenn verr. Vulfrann, o veza klevet petra ioa sonj da ober, a red buhan da gaout ar prins Radbod, mestr ar vro. « — Roit ann den iaouank-se d’inn-me, emezhan; eunn horrol eo lakaat d’ar maro enn henor d’ann diaoul ann nep a zo bet krouet gant Doue dioc’h he batrom hag hervez he henveledigez he-unan. » « — Ne c’hellann ket hen rei d’ehoc’h, eme ar prins, anez mont a enep lezenn ar vro. » Ar bobl, diredet d’ar palez da heul ar Zant, a lavare ar memes tra. « — Hon doueou, eme ar baianed-se, a fell d’ezho e ve lakeat Ovon d’ar maro p’e guir eo deuet ar blouzenn verr ganthan. Evelato, emezho, ne reomp ket a fors hag e ve roet da Vulfrann mar gell he-ma savetei he vuez d’ezhan dre c’halloud ann Doue a brezeg d’eomp. »
Var gement-se e oue staget ann den iaouank ouz ar groug var bouez eur gordenn hag a rea ann dro d’he c’houzoug, ha chom a eure div heur dioc’htu a-istribill, he dreid dibrad kaer dioc’h ann douar. Pell a ioa eta a tlie beza trouc’het he halan d’ezhan. Goulskoude ar Zant n’oa ket ehanet da bedi epad ann amzer-ze. Abarz ar fin e velaz ar gordenn o terri, ha korf Ovon o tistaga dioc’h ar groug evel eur c’horf maro. Neuze e tosteaz outhan, hag e lavaraz d’ann den iaouank sevel enn he za enn hano Jezuz-Krist. Ann den iaouank a zentaz hag a zavaz raktal enn he za leun a vuez. Ar mirakl-ma a reaz da galz paianed anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Ovon a oue roet da Vulfrann, hag a deuaz goudeze da veza manac’h ha belek.
Eunn droiad all e kouezaz ar blouzenn verr gant daou grouadur da eunn intanvez paour; unan anezho a ioa seiz vloaz, hag egile ne oa nemed pemp. Ar re-ma a oue stlapet er mor da veuzi, hag ar baianed didruez a c’hoarze o velet anezho oc’h en em zifrela evit klask neun ha savetei ho buez. Mes ar Zant a vouele hag a bede Doue, ha Doue a zelaouaz he bedenn. Ar mor a belleaz enn eunn taol kount dioc’h ann daou grouadur, hag a reaz evel eur c’hae a bep tu d’ezho. Neuze Vulfrann a ieaz d’ho c’herchat, enn eur gerzet var ann dour evel sant Per guech all, hag ho digasaz ganthan var ann aod dirak ar bobl holl estlammet.
Enn dro-ma, Radbod he-unan a c’houlennaz ar vadiziant. Mes d’ann deiz merket evit he vadezi, ha d’ann ampoent zoken ma’z oa dija eunn troad d’ezhan e chapel ar Mean-Fount, ar prins a argilaz, hag a benn tri devez goude, e varvaz heb beza bet badezet.
Sant Vulfrann, o veza distroet e Frans, en em dennaz enn eur gouent euz ann Normandi, el leac’h ma kemeraz sae ar venac’h. Mes ac’hano e kendalc’haz da vont eur vech enn amzer da ober baleou d’ann Allemagn. Ann dro ziveza ma’z eaz, ne oue ket hirr he dachad. O c’houzout n’en devoa mui pell da veva, e teuaz buhan e Frans, hag a veac’h oa erruet enn he gouent ma kouezaz klanv. Mervel a eure e peoc’h d’ann ugent a viz meurs euz ar bloaz 721.
Skrija a rit marteze o klevet hano euz ar giziou kriz ha dinatur a ioa guech all etouez poblou paian ann Allemagn. Ar seurt giziou-ze, pe re all ker goaz hag hi, a zo bet ive enn hor bro-ni, hag a gaver c’hoaz hirio etouez paianed ann Afrik hag ann Azii evel a c’hellit guelet var Liziri Breuriez ar Feiz. N’euz nemed ar relijion gristen hag a zeskfe d’ann dud en em garet ha kaout truez ann eil ouz egile. Pegen euruz eta ne dleit ket en em istimout abalamour m’oc’h ganet er relijion-ma, ha pegement a leac’h n’oc’h euz-hu ket da drugarekaat Doue ahez evit eur c’hras ker kaer !
’houec’h miz goude m’oa bet o tiskleria da Zakarias
e vije tad da zant Iann-Vadezour, ann eal Gabriel a oue
kaset gant ann Aotrou Doue da Nazareth, kear vihan euz
ar Galilee, da di eur verc’hez a ioa Mari he hano, hag a
ziskenne euz a lignez ar roue David. Ar verc’hez-ma a
ioa paour euz a vadou ann douar, mes pinvidik-braz oa
dirak Doue abalamour d’he zantelez. Dimezet oa da eunn
den devot, he hano Joseph, a ioa kalvez dre vicher hag
a ziskenne eveldhi euz a lignez David.
Eunn devez eta m’edo ar Verc’hez Vari he-unan o pedi enn he c’hambr, ann eal Gabriel en em ziskouezaz dirazhi enn eur lavaret: « — Me ho salud, o c’houi a zo leun a c’hras, ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h, benniget oc’h dreist ann holl gragez. » Ar Verc’hez a ioa nec’het o klask gouzout petra zinifie ar c’homzou-ze. Mes ann eal a lavaraz d’ezhi: « N’o pezet aoun ebed, Mari; rak kavet oc’h euz gras dirak Doue. Dont a rann da lavaret d’ehoc’h e konsevot hag e lakeot er bed eur mab hag a hanvot Jezuz. Ar mab-se n’en devezo ket he bar, hag hanvet e vezo mab ann Hini a zo dreist peb tra. Doue a roio d’ezhan tron David, he dad, ha ren a raio da virviken e ti Jakob.»
Neuze Mari a lavaraz d’ann eal: « — Penaoz ec’h erruo ann draze? Va fried ha me a vev hon daou evel breur ha choar. » Mes ann eal a respountaz : « — Ar Spered-Santel a ziskenno ennhoc’h hag ann Hini a zo dreist peb tra ho koloio gant skeud he c’halloud. Setu perak ar frouez santel a lakeot er bed a vezo hanvet Mab Doue. Elizabeth, ho kiniterv, e deuz ive, hag hi koz dija, konsevet eur mab hag a dle genel a benn tri miz ama. » « — Mad, a lavaraz Mari erfin, ne zervichann ken mestr nemed Doue ; ra vezo great eta em c’henver hervez m’oc’h euz komzet. »
Kerkent ann eal a ieaz kuit, ha Mab Doue, ann eil fersoun euz ann Dreinded sakr hag adorabl, en em c’hreaz den e korf chast ar bura euz ann holl grouadurien. Mab Doue en em c’hreaz den, da lavaret eo, e kemeraz eur c’horf hag eunn ene henvel oc’h hon re-ni. He gorf a oue furmet gant ar Spered-Santel euz a c’hoad ar Verc’hez, hag he ene a oue krouet gant Doue evel eneou ann dud all. Mes ar c’horf hag ann ene-ma ne dlient ket ober eur persounach nevez. E Mab Doue en em c’hreat den ez euz diou natur, natur Doue ha natur ann den ; mes n’ez euz nemed eur persounach hebken, persounach Mab Doue.
Setu aze mister ann Inkarnasion, pe mister Mab Doue en em c’hreat den evidomp. Evelse e oue sevenet ar bromesa great gant Doue d’hon tud kenta raktal goude ho fec’hed, ha konsevet ar Mesias pe ar Zalver m’edo ann holl boblou var c’hed anezhan. Ar Zalver-ze eo Jezuz-Krist, hag a zo Doue evel ann Tad hag ar Spered-Santel ; rak-se ar Verc’hez, he vamm, a zo e guirionez mamm da Zoue. Abalamour ma’z eo mamm da Zoue, e virit beza henoret dreist ann holl zent hag ann elez, hag abalamour da ze ive eo hanvet gant ann Tadou santel euz ann Iliz Rouanez ann env hag ann douar.
Ar Verc’hez Vari a zo e guirionez mamm da Zoue ; goude Doue eta e tleomp lakaat hon holl fizians er Verc’hez Vari, he vamm Leveromp d’ezhi aliez, gant karantez ha devosion, ar c’homzou a lavaraz d’ezhi ann eal, ar re a lavaraz goudeze santez Elizabeth, hag ar bedenn e deuz staget ann Iliz ouz ar c’homzou-ze evit ober ann Ave, Maria.
Me ho salud, Mari. Ar ger Mari a zinifi Introun ha Rouanez. Saludomp ar Verc’hez gant respet evel introun ar bed holl, evel rouanez ann env hag ann douar.
Leun a c’hras. C’houi a zo bet karget a c’hrasou gant Doue abaoue ma’z euz ac’hanhoc’h ; obtenit d’eomp-ni ive ar grasou m’on euz ezomm anezho evit ober hor zilvidigez.
Ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h. Doue a zo bet ganehoc’h azalek m’oc’h bet konsevet ; grit ma reno ive bepred enn hor c’halounou-ni.
Benniget oc’h dreist ann holl gragez. Dre ar privilach kaer oc’h euz bet da veza er memes amzer mamm ha guerc’hez.
Ha benniget eo ar frouez euz ho korf, Jezuz. Ia, rak ar frouez-se eo guir Vab Doue he-unan, en em c’hreat den evidomp.
Santez Mari, mamm da Zoue. Ha mamm d’eomp-ni holl ive. C’houi eo oc’h euz hor ganet da vuez euruz ar bed all, e leac’h Eva n’e devoa roet d’eomp nemed buez poaniuz ar bed-ma.
Pedit evidomp, pec’herien. Hoc’h ene-c’houi a zo bet ato neat ha flamm dirak Doue. Ni siouaz ! a zo bet konsevet er pec’hed, hag abaoue m’oump deuet da gaout skiant, on euz c’hoaz offanset Doue meur a vech dre hor bolontez hon-unan. O pezet truez ouzomp, ha bezit hon alvokadez dirak ho mab Jezuz.
Brema. P’emaomp dalc’h-mad e riskl d’en em goll abalamour d’ar vrezel kounnaret a ra d’eomp ar bed, ar c’hig hag ann drouk-spered.
Hag enn heur euz hor maro. Enn heur diveza-ze, pa vezimp var hon tremenvan, astennit ho torn d’hon ene paour evit he jacha ganehoc’h d’ar baradoz.
udjer a ioa ganet enn Allemagn e tro ar bloaz 713,
hag aoue lakeat er skol gant eur zant; n’e ket souez
eta ma teuaz da veza sant he-unan. O veza bet beleget e
Kologn, e labouraz evel eunn abostol da c’hounit tud he vro da feiz Jezuz-Krist; rak ann darn vuia anezho a ioa
c’hoaz paianed. Doue a vennigaz he labour, ha dija en
doa bet ann eur da velet ouspenn ann hanter euz he
genvroiz o trei kein d’ho doueou faoz evit adori ar guir
Doue, pa renkaz tec’het araok eur prins kriz ha divadez:
ar prins-ma a laze ann holl gristenien hag a zeve ann
holl ilizou a gave var he hent. Mes trec’het e oue gant
ann impalaer Charlemagn, ha Ludjer a c’hellaz distrei
d’he vro. Neuze e prezegaz adarre gant muioc’h a frouez
eget biskoaz. Mont a rea e peb leac’h, eur groaz ganthan
enn he zorn, hag e peb leac’h e vruzune ann idolou, hag
e tiskare ann templou a ioa bet savet enn ho henor.
Etre daou e oue hanvet da eskop e Munster ; mes ar garg-ma ne zervichaz nemed da rei muioc’h a lufr hag a sked d’he vertuziou, ha da lakaat anezhan da greski he binijennou. Bez’ ez oa e guirionez pastor ha tad he bobl; kement tra en devoa a ioa evit ar beorien, hag ar re-ma a veze enn he di evel er gear.
Goulskoude ann aluzennou braz a ingale a bep tu a reaz da dud aviuz he damall e gaou : diskuillet e oue d’ann impalaer evel eunn eskop hag a forane madou ann Iliz. Charlemagn a ioa eur prins a zoujans Doue, hag a gemennaz raktal d’ar Zant mont d’he gaout. Ludjer a zentaz var ann heur, ha pa oue erruet el leac’h m’edo ann impalaer, ez eaz da loja e kichen he balez. Charlemagn, o c’houzout oa digouezet, a c’hoanteaz kaozeal ganthan antronoz-vintin, mintin mad. Mes ar Zant a ioa o lavaret he vrevier d’ann ampoent. « — Ann impalaer a c’houlenn ac’hanhoc’h » eme eunn offiser. « — Bremaik, eme Ludjer, pa vezo echu va brevier ganen. »
Pa oue echu he vrevier ganthan, setu ar Zant d’ar palez.
Charlemagn a ioa eunn tamm kintou ennhan abalamour
m’en doa renket gortoz. « — Eskop, emezhan,
perak oc’h euz-hu daleet keit-se ? Perak n’oc’h ket
deuet dioc’htu pa’m euz ho kalvet ? » « — Prins, eme
Ludjer, me a ioa o pedi Doue, ha sonj am euz, p’ounn
bet hanvet da eskop, c’houi hoc’h-unan o poa lavaret
d’inn servicha Doue ato da genta araok servicha ann
dud, araok ho servicha-c’houi zoken. »
Ar respount-ma a blijaz kement d’ann impalaer ma ne reaz rebech ebed d’ar Zant ; er c’hountrol eo, ober a eure stad anezhan. « — Eskop, eme Charlemagn, distroit d’hoc’h eskopti, hag hiviziken ne rit van ebed n’euz fors petra lavaro ann teodou fall; evidon-me n’ho zelaouinn mui. »
Doue en devoa roet d’he zervicher ann donezoun a viraklou. Eunn devez m’edo Ludjer oc’h taol, eur paour keaz dall a deuaz da doull he zor enn eur grial. Kerkent e oue kinniget d’ezhan kig ha bara ; mes ann dall a reaz fae varnho. Goudeze e oue kinniget d’ezhan da eva ; mes ann dall n’en doa ket a ezomm ken nebeut. Erfin, e oue kinniget d’ezhan arc’hant ; mes ann dall a respountaz n’e ket arc’hant a glaske. « — Ne glaskann, emezhan, nemed komz ouz ann Aotrou’nn eskop. » Neuze e oue kaset d’ar zal, hag ar Zant a c’houlennaz outhan: « — Petra fell d’ehoc’h a rafenn-me enn ho kenver ? » « — Rei d’inn ar gueled enn han’ Doue, » eme ar paour keaz. « — Rei d’ehoc’h ar gueled enn han’ Doue, » eme Ludjer souezet. Hogen, a veac’h en doa ar Zant lavaret ar c’homzou-ma ma teuaz ar gueled d’ann den dall, hag ar paour keaz-se en em lakeaz ouz taol laouen evit dibri hag eva asambles gant ar re all.
Sant Ludjer en doa c’hoant da vont da brezeg ann Aviel d’ann Danemark ha d’ann Norvej ; mes n’en devoue ket a gounje digant ann impalaer. Petra bennag n’oa ket iac’h pell a ioa, e kendalc’he ato da zarmoun ha da offerenna. Mervel a eure leun a veritou d’ar 26 a viz meurs euz ar bloaz 809, enn noz varlerc’h sul ar Basion, goude beza prezeget c’hoaz a benn diou vech er zulvez-se, ha lavaret ann offerenn da nav heur.
Red eo ato servicha Doue, da genta, araok servicha ann dud, da lavaret eo, arabad eo morse mankout d’hon deveriou e kenver Doue evit plijout d’ann dud. Mes evit traou ha nint ket gourc’hemennet, evit pedennou hag oberiou a zevosion, pe evit traou gourc’hemennet hag a ve amzer da ober divezatoc’h ar seurt traou-se a c’heller hag a dleer zoken da lezel a dreuz pe a gostez evit eur pennad pa vezer galvet gant eur mestr pe eur superior da ober eunn dra all bennag. Doue a gomz ouzomp ive dre vouez hor mistri hag hor superiored. Rak-se, o lezel a dreuz pe a gostez evit eur pennad eur bedenn a zevosion, pe eunn dra gourc’hemennet hag a ve amzer da ober divezatoc’h, pa ordren eur mestr pe eur superior eunn dra bennag all d’eomp, ne reomp e guirionez nemed kuitaat Doue evit Doue, Hogen ann dra-ma a zo meritaploc’h dirazhan eget na ve ober hor penn hon-unan o vankout da zenti ouz ar re o deuz eur c’halloud bennag varnomp.
r zant-ma a ioa ganet enn Ejipt var dro ar bloaz 305.
O veza m’oa paour he dud, e teskaz ar vicher a galvez
evit gounit he voued. Mes Doue a lakeaz enn he spered
ar zonj da guitaat ar bed, ha d’ann oad a bemp bloaz
var’nn ugent ez eaz da bedi eunn ermit koz da ober skol
d’ezhan var ar guella feson da erruout enn huela pazenn
euz ar zantelez.
Ann ermit koz a glaskaz gouzout, da genta, ha bez’ ez oa Iann eunn den humbl ha sentuz. Eunn devez eta e plantaz eur skour seac’h enn douar, hag e lavaraz d’ann den iaouank doura ar skour-ze diou vech bemdez ken na zavche bleun ha frouez ennhan. Iann a reaz a boent da boent ar pez a ioa merket d’ezhan, ha n’euz fors pe seurt amzer a veze ne vanke morse da vont diou vech bemdez, eunn hanter-heur vale ac’hano, da gerc’hat dour da deuler var ar skour seac’h. Doue a rekoumpansaz he zentidigez dre eur burzud kaer ; rak a benn bloaz ar skour seac’h a zougaz bleun ha frouez. Mes ar bleun hag ar frouez-se ne oant c’hoaz netra e skoaz ar re a zougaz ann den iaouank he-unan : hema a deuaz da veza eur blantenn dudiuz e chardin ann Iliz.
Goude maro he vestr, Iann a dremenaz pemp bloaz o vizita ar c’houenchou divar dro evit kreski muioc’h-mui ann anaoudegez en devoa dija euz a skiant ar Zent. En em denna a eure erfin enn eur garrek kleuz a ioa var eur menez distro, hag e toull ar garrek-ma e vevaz he-unan betek ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, kentoc’h egiz eunn eal eged egiz eunn den. Ne zebre nemed eur vech bemdez, dioc’h ann noz, ha morse netra boaz; frouez ha louzeier kriz, ha c’hoaz nebeut anezho, setu aze he holl vagadurez. Eur prenest a ioa var he ermitach, ha dre ar prenest-se e reseve ar pez en deveze ezomm. Dre ar prenest-se ive e kaozee ouz ar re a deue d’he velet, mes da zadorn ha da zul hebken : enn deiziou all ne gomze nemed ouz Doue.
Ar brud euz he zantelez a reaz da gement a dud diredet d’he gaout, evit goulenn kuzul diganthan divar benn silvidigez ho ene, ma oue red sevel eunn ti evitho e kichen ar garrek kleuz. Iann a veze laouen ouz ann holl pa veze he zevez da gaozeal, ha merka a rea da bep hini ar pez en doa da ober evit en em zantifia hag en em ziouall dioc’h ar pec’hed. Biskoaz avad ne lezaz maouez ebed da dostaat ouz he ermitach.
Doue a roaz d’ezhan ann donezoun a viraklou, hag ar c’halloud da lenn e goeled ar c’halounou ha da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont. Diskleria a eure e vije ann impalaer Theodoz treac’h d’ann impalaer Maksim ha d’ann impalaer Eujeen, hag ann traou a zigouezaz evel m’en doa lavaret.
Eunn devez, seiz manac’h euz a Jerusalem a deuaz da velet ar Zant. Iann ho digemeraz gant karantez hervez he gustumm, hag a reaz d’ezho eur brezegenn hirr, leun a genteliou euz arre dalvoudusa evitann ene. « — Etouez ann techou fall, emezhan, oc’h euz ar muia ezomm da vouga enn ho kaloun, unan euz ar re genta eo ann hini a zoug ann den da denna gloar euz ar vad a ra, pe euz ar vad a zo ennhan. Ann tech-ma en deuz dija kollet kalz a dud... »
Var gement-se, ar Zant a gountaz d’ar re a ioa oc’h he zelaou histor eunn ermit hag a laboure he-unan da c’hounit he voued, a gastize he gorf dre ar rusta pinijenn, a dremene ann noz hag ann deiz o pedi Doue, hag a ioa eur skouer a bep seurt vertuziou. Mes ann ermit-se, o sonjal pegel lark oa eat dija var hent ar zantelez, a zavaz foug ha lorc’h ennhan, hag ann dra-ma a oue aoualc’h evithe goll. Ann drouk-spered hen lakeaz da goueza enn eur pec’hed vil, ha goudeze en devoue kement a vez ma ne gredaz ket kovez ar pec’hed-se. Neuze ec’h en em roaz d’ann dizesper hag e kuiteaz he ermitach evit distrei er bed. Eno siouaz ! ec’h en em daolaz holl d’al libertinach, hag e chomaz aheurtet enn he zizursiou.
Sant Iann, o c’houzout e tostea he heur diveza, ne falvezaz d’ezhan mui guelet den ebed. Mervel a eure e peoc’h, a greiz pedi Doue, er bloaz 395.
Ann ermit a zo hano anezhan e buez ar zant-ma en em gollaz abalamour ma savaz foug ha lorc’h ennhan o velet pegel lark oa eat dija var hent ar zantelez. Diouallit eta dreist peb tra da denna gloar euz ar vad a c’hell beza ennhoc’h. Ann ermit-se, o veza kouezet enn eur pec’hed vil, en devoue kement a vez goudeze ma ne gredaz ket kovez he bec’hed. Diouallit ive na veac’h trec’het gant eur vez ken diskiant. Mar oc’h euz bet ar zempladurez da goueza enn eur pec’hed marvel bennag, red e d’ehoc’h diskleria ar pec’hed-se d’ho konfesour, pe red eo e ve diskleriet eunn deiz dirak ar bed holl ; guelit pehini euz ann diou vez-se a zo guella d’ehoc’h da c’houzanv. Daoust ha n’e ket guelloc’h d’ehoc’h ha kant mil guech guelloc’h, kaout eunn tammik mez o kovez ho pec’hed er bed-ma eget klevet diskuill anezhan dirak ann dud holl da zeiz braz ar varn jeneral ? Ouspenn-ze, ma kovesait ho pec’hed, e teui adarre ar peoc’h enn ho spered hag ar joa enn ho koustians, ha ma n’her c’hovesait ket, er c’hountrol, e chomo ato enn hoc’h ene evel eunn drean hag a raio poan d’ehoc’h noz-deiz.
ontran a ioa mab da Gloter, roue Frans. Tri breur
en devoa, hada varo ho zad, he vreudeur hag hen
a rannaz ar rouantelez entrezho. Gontran enn devoue ar
Bourgogn evit he lod, hag a ieaz da jom da gear Chalon.
He vuez ne oue ket ato direbech aoualc’h, hag ober a
reaz zoken faotou braz; mes goalc’hi a eure ar faotou-ze
dre ann daelou euz eur guir binijenn.
Doue a zigasaz d’ezhan eur maread kroaziou, ha kroaziou euz ar re bounnera. Diou vech oa bet dimezet, ha diou vech e oue intanv abred. Tri mab en doa bet, unan euz he c’hreg kenta ha daou euz he eil greg ; mes ho zri e varvchont enn eunn oad tener, ha setu n’en devoa mui heritour ebed. Bez’ en devoue ive kalz da c’houzanv a berz daou euz he vreudeur hag a berz he ziou c’hoar-gaer ; unan euz ar re-ma zoken a glaskaz meur a vech lamet he vuez diganthan. Mes Gontran a zougaz ann holl groaziou-ze a galoun vad hag heb en em glemm ; joa oa ganthan kaout tro dre eno da baea da justis Doue ar boan dleet d’he bec’hejou.
Gouzout a rea ne c’helle ober netra guell evit beza pardounet eget pardouni he-unan d’ar re o deveze hen offanset. Abalamour da ze e veze prest ato d’en em unani gant he enebourien, ha mar teue ar re-ma da vankout d’ho ger, hen a zalc’he bepred d’he hini. Ann daou vreur o doa great brezel d’ezhan o veza bet lazet, ar Zant a zervichaz da dad da vab unan anezho ha da baeroun da vab egile, petra bennag mamm hema oa ar c’hoar-gaer-ze e devoa klasket lamet he vuez diganthan meur a vech.
Pa zigoueze eur goall dra bennag enn he rouantelez, Gontran a damalle ann dra-ze d’he faotou he-unan pe da faotou he zujidi. Eunn droiad, he arme a oue trec’het gant arme Visigothed Spagn. Raktal e c’halvaz dirazhan ar jeneraled hag ann offiserien, hag e komzaz outho evelhenn : « — Penaoz, emezhan, e c’hellfemp-ni gounit ar viktor pa’z oump ker fall da gerzet var roudou hon tadou koz? Ar re-ma a denne bennoz Doue var ho armou dre ho respet evit ann eskibien, ann ilizou hag ann holl draou sakr ; mes ni a denn he valloz dre hon dizursiou. Mar d-eo me a zo kaoz on euz kollet gant hon enebourien, ra gouezo varnon breac’h justis Doue; mes mar d-e c’houi hoc’h-unan eo, e veritit ma ve trouc’het ho penn diouzhoc’h. »
Goulskoude ar Zant ne lakeaz ket ar jeneraled hag ann
offiserien-ze d’ar maro ; ne reaz nemed lamet ho c’harg
digant hiniennou anezho abalamour m’o doa lezet re a
gabest gant ar zoudarded.
Eunn droiad all edo ar vosenn er vro, hag ann dud a varve dioc’h ann druill. Kerkent Gontran a zonj adarre n’euz ken kaoz d’ar c’hlenved nemed he bec’hejou he-unan pe bec’hejou ar bobl. Setu perak ec’h ordren d’ann holl iun epad tri devez divar bara ha dour, ha kinnig a ra he vuez da Zoue evit savetei hini he zujidi.
Ar zant-ma a laboure dreist peb tra da lakaat ar feiz hag ann devosion da ren etouez ar bobl. Evit maga ar feiz hag ann devosion-ze, e savaz meur a iliz ha meur a gouent hag e stagaz leveou nevez ouz ar re a ioa bet savet enn he raok. Poania a rea ive da skanvaat ann taillou ha da viret na vije great dislealded ebed e kenver ann dud paour. He-unan e roe ann aluzenn gant largentez, ha bez’ ez oa tad ha difennour ann intanvezed hag ann emzivaded. Ken dic’hloar oa ma’z ea da velet he zujidi d’ho zi, ha ma’c’h azeze ouzho zaol evel eur mignoun. Dibaot a roue a zo bet ker karet hag hen ; mes ar penn-kaoz euz ar garantez-se oa he zantelez. Ann holl her c’hemere evit eur zant. Difframmet e veze tammou euz he zillad evit ho lakaat d’ar re glanv.
Gontran a gleve bemdez ann offerenn, ha kovez ha kommunia a rea ive aliez. He respet evit ann eskibien a ioa ker braz ma choulenne kuzul digantho, n’e ket hebken evit ar pez a zelle oc’h mad ar relijion, mes c’hoaz evit ar pez a zelle ouz gouarnamant he rouantelez. Erfin e kouezaz klanv ha d’ann 28 a viz meurs euz ar bloaz 593 e roaz he ene santel da Zoue. Edo neuze enn he eiz vloaz ha tri-ugent.
Ar c’hroaziou a zigas Doue d’eomp epad ar vuez-ma a zo merkou
euz he vadelez enn hor c’henver ; rak dre ar c’hroaziou-ze e ro tro
d’eomp da baea d’he justis ar boan dleet d’hor pec’hejou. E leac’h eta
en em jala hag en em glemm pa zigouez ganehoc’h eunn drouk, eur
c’holl, pe eunn displijadur bennag euz a berz ho kerent pe dud ho ti,
grit evel sant Gontran : soublit a galoun vad da volontez Doue,
dougit ho kroaz gant eur spered a binijenn, hag evelse ann drouk, ar c’holl
pe ann displijadur-ze a zervicho d’ehoc’h da ober ho purkator var ann
douar, da greski ho mirit dirak Doue, ha da greski ive dre eno ar
rekoumpans a zo ouz ho kortoz er baradoz.
ustaz a ioa ganet er Bourgogn, hag a oue savet gant
sant Miet, eskop Langr ; ann eskop-ma a ioa eontr
d’ezhan. O velet pegement a riskl a zo d’en em goll er
bed, e sonjaz klask eur plas distro bennag evit ober
easoc’h a ze he zilvidigez. En em denna a eure eta e
kouent Lukseuill evit deski gant sant Kolomban, abad ar
gouent-se, ar feson da bignat huel e skeul ar zantelez.
Hogen, biskoaz diskib ne reaz muioc’h a henor d’he
vestr. Eustaz a garie kement ar binijenn, hag a ioa ken
aketuz da bedi Doue ha da viret a boent da boent ar reolenn
a vuez a heuliet er gouent, ma servichaz dioc’htu
da skouer d’ann holl venac’h all.
Etre daou, ar rouanez Brunho hag he mab bihan Thierri a ordrenaz da zant Kolomban distrei d’ann Irland, he vro. N’oant ket evit gouzanv ar rebechou a rea ar zant-se d’ezho abalamour d’ar vuez fall a renet enn ho falez. Prest goude, Eustaz hag eur manac’h all, he hano Gall, a renkaz ive kuitaat Lukseuill evit tec’het araok offiserien ar roue Thierri. En em denna a rejont var douar roue ann Aostrazii, hag eno e ouent digemeret mad. Kolomban, o veza bet digaset var he giz dre virakl p’edo dija e penn ann hent da zistrei d’ann Irland, a deuaz di d’ho c’haout, ha neuze ez ejont ho zri da brezeg ar feiz e kostez ar Suis.
Epad m’edont er vro-ze, sant Kolomban a glevaz o devoa tud fallakr great skrab e kouent Lukseuill. Raktal e kasaz Eustaz d’ar gouent-se enn eur rei d’ezhan ar garg a abad pe a zuperior. Eustaz, o veza erruet, a zifennaz he vir a enep ar skraberien, ha dre ann dousder euz he gomzou e lakeaz anezho da ziskregi euz ar pez a ioa dija etre ho daouarn. Goudeze e c’houarnaz he gouent gant kement a furnez hag a zantelez, ma tiredet a bep tu da zeski ganthan skiant ar Zent. Niver ar venac’h a greske bemdez, hag abarz nemeur e ouent ouspenn c’houec’h kant.
Eustaz a boanie dreist peb tra da ober d’ezho miret ar reolenn a vuez a heuliet enn amzer sant Kolomban. Ho c’helenn a rea muioc’h c’hoaz dre he oberiou eget dre he gomzou. Evit gouzout penaoz en em zantifia, he ziskibien n’o doa nemed sellet outhan ; rak bez’ez oa evitho eur skouer a bep seurt vertuziou. Ne ehane da bedi ha da iun, ha kastiza a rea c’hoaz he gorf dre galz pinijennou all.
Ann abad karantezuz a zikoure ive ann holl beorien hag ann holl dud klanv divar dro he gouent, hag ato e veze var evez evit pourvei da holl ezommou he venac’h kouls da ezommou ho c’horf evel da ezommou ho ene. Pa vele unan bennag o vont eunn tammik dreist ar roudenn pe o koueza enn eur faot bennag, e kemere truez outhan, hag, e leac’h beza rust enn he genver, e skandale anezhan goustadik ha dre gaer : guell oa ganthan goulenn pardoun digant Doue evit ar breur keaz-se eged he goundaoni dirak ar re all.
Ar zant-ma en devoa kement a ioul da c’hounit eneou da Zoue ma c’hoanteaz mont da brezeg ann Aviel d’ar Bavier, el leac’h ma’z oa c’hoaz eur maread paianed. He brezegennou a zougaz kalz a frouez; mes, epad ann amzer-ze, eur penn fall en doa great eunn tammik freuz enn he gouent: setu ma renkaz distrei buhan d’ar gear. Eustaz ne oue ket pell evit lakaat adarre ar peoc’h etouez he venac’h.
Prest goude e klanvaz, hag epad eur miz dioc’htu en devoue poaniou skrijuz da zivoaska. Mervel a eure leun a veritou er bloaz 625, oajet a dri-ugent vloaz pe var dro, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl.
Sant Eustaz a ioa karget a c’houec’h kant manac’h, ha gant kement-se goulskoude ne ehane da bedi. Penaoz eta e c’hellit-hu lavaret n’oc’h euz ket a amzer da lavaret ho pedennou ? Sklear eo n’e ket ann amzer a vank d’ehoc’h, mes ar volontez vad. N’e ket red ober pedennou hirr-hirr : eur bedenn verr great gant devosion a dal hirroc’h dirak Doue eget pedennou hirr great gant eur spered dizonj hag enn eur drei ar penn enn tu-ma nag enn tu-hont. Piou ac’hanhoc’h ne c’hellfe ket kemeret daou pe dri minut dioc’h ar mintin, ha kement all dioc’h ann noz, evit adori Doue, he drugarekaat ha goulenn diganthan c’hrasou ? Hogen, daou pe dri minut a zo aoualc’h evit lavaret ar Bater, ann Ave, Maria, ar Gredo, ar Gonfiteor, gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, hag ann aktou ; ha setu ar pez a renker ma n’oc’h euz ket amzer da lavaret muioc’h. Bezit eta aketuz ato d’ho pedennou dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz ; evelse e tennot bennoz Doue var ho labour, e leac’h, ma ne bedit ket, kaer o pezo terri ho korf o labourat, ho poan hag ho labour ne zervichint ket d’ehoc’h da c’hounit ar baradoz.
r zant-ma a ioa bet skoliet mad enn he vugaleach hag
enn he iaouankiz, hag a c’helle ober eur fortun gaer
er bed ; rak istimet oa gant ann dud gouiziek euz he
amzer abalamour d’he spered lemm ha d’he zeskadurez.
Mes ober a reaz fae var henoriou ha plijadureziou
ann douar, ha d’ann oad a c’houezek vloaz ec’h en em
dennaz var menez Sinai evit en em rei holl da zervich
Doue.
Kaout a eure eno eunn ermit koz hag a henchaz anezhan beteg ar vrasa santelez. Iann a zente ouz ann ermit-ma evel eur c’hrouadur ? hag heb dale e teuaz da veza eur skouer a humilite hag a bep seurt vertuziou. He galoun a ioa distag-neat dioc’h peb tra krouet, maro-mik oa d’ezhan he-unan ha n’en doa ken bolontez nemed hini he vestr, na ken ioul nemed da blijout da Zoue o labourat d’en em zantifla bepred muioc’h-mui.
Goude maro ann ermit koz, Iann a ziskennaz divar ar menez. Hiviziken e felle d’ezhan beva he-unan gant Doue, ha setu hen ha mont da jom da eur plas distro el leac’h ne oa den all ebed. Ne oue ket pell eno na oue hanvet Eal ann draonienn ; hag e guirionez he vuez a ioa henveloc’h ouz buez eunn eal eged ouz buez eun den. Da zadorn ha da zul, ez ea d’ann iliz da glevet ann offerenn ha da gommunia ; ann iliz-se a ioa diou leo dioc’h he ermitach. Enn deiziou all, e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag o lenn ar Skritur Sakr ha levriou ann doktored euz ann Iliz. Ne skuize morse o sonjal e Doue, enn he c’hened, enn he c’halloud, enn he vadelez. Aliez, a greiz medita, e veze evel dibradet dioc’h ann douar var diouaskell ar garantez, ha douget a spered betek ann env el leac’h ma tivize gant ann elez divar benn misteriou dudiuz ar relijion.
Ann drouk-spered hen tentaz e meur a feson. Klask a reaz lakaat foug ennhan ha rei c’hoant d’ezhan da ober cher vad ; mes, dre ar iun hag ar binijenn, ar Zant a oue ato treac’h da holl finesaou ann aerouant. Ne zebre ha ne gouske nemet nebeuta ma c’helle, ne gaozee nemed pa deue unan bennag da c’houlenn kuzul diganthan. Neuze avad e c’houie rei da peb hini ann aliou a ioa dioc’h he zoare.
Eunn devez, goazed dimezet a gomzaz outhan evelhenn : « — Penaoz e c’hellfemp-ni, gant hor gragez hag hor bugale, servicha Doue hag ober hor zilvidigez eveldhoc’h-hu ? » Iann a respountaz d’ezho : « —Grit ann holl vad a zo enn ho kalloud ; ne livirit drouk ebed euz ho nesa ; bezit honest ha leal e kenver ann holl ; n’o pezet kaz ouz den hag o pezet truez ouz ar paour ; ne vankit morse da offisou ann iliz ; diouallit da rei skouer fall e feson ebed ha mirit bepred lezenn Doue er stad a briedelez. Mar grit evelse, ne viot ket pell dioc’h rouantelez an env. »
Ar zant-ma a lenne ive avechou levriou ann heretiked evit kaout ann tu d’ho zrec’hi easoc’h a ze, ha da ziskouez d’ezho, dre ho c’homzou ho-unan, n’edo ket ar virionez gantho. Mes lavaret a rea d’ar re all : « — Ne lennit morse levriou ann heretiked ken na viot bet sklerijennet ha krenveat gant Spered Doue ; rak al levriou-ze a laka ann denvalijenn e spered ann dud a zo c’hoaz sempl ho feiz. »
Daou-ugent vloaz a ioa ma rene Iann ar vuez-se pa oue choazet gant holl venac’h menez Sinai evit beza ho abad pe ho superior. Ne gemeraz ar garg-ma nemed enn despet d’ezhan, hag a benn pevar bloaz goude e roaz ann dilez anezhi evit distrei d’he ermitach. Eno e varvaz e peoc’h er bloaz 605, oajet a bevar-ugent vloaz. P’edo var he dremenvan, ann hini a ioa bet hanvet da abad enn he blas a c’houlennaz outhan : « — Petra, va breur, va lezel a reot-hu var ann douar pell var ho lerc’h ? » « — Bezit dinec’h, eme ar Zant, mar em euz eur c’haloud bennag dirak Doue, e vezimp adarre asambles abarz bloaz ama. » Setu ar pez a erruaz e guirionez : ann abad-se a varvaz he-unan a benn dek miz goude.
Sant Iann Klimaak en deuz skrivet eul levr kaer meurbed hag a zo hanvet Skeul ann env. Ac’hano eo e deuet d’ar Zant al leshano a Glimaak ; rak ar ger Klimaak a zinifi Skeul.
Hirio hag abaoue pell zo dija ez euz difenn evit ann holl gristenien gatholik da lenn ha da zelc’her levriou ann heretiked, hag al levriou all koundaonet gant ann Iliz. Ann difenn-ma a zo great dindan boan a eskummunugenn evit levriou ann heretiked, ha dindan boan a bec’hed marvel evit ar re all. Ann nep en defe ezomm da lenn ar seurt levriou-ze, evel a rea avechou sant Iann Klimaak, evit trec’hi easoc’h aze ene-bourien ar relijion, a renk da genta kaout kounje digant ar Pab pe digant ann Aotrou’nn eskop. A hent all ez euz ato hag evit n’euz fors piou pec’hed braz ouz ho lenn, ha zoken ouz ho delc’her hebken, abalamour ma’z eer ato evelse a enep ann difenn great gant ann Iliz. Mar kouez eta etre ho taouarn pe etre daouarn ho pugale eul levr bennag koundaonet gant ann Iliz, n’oc’h euz nemed eunn dra da ober : he deuler enn tan dioc’htu ; evit miret ne rai drouk da zen ebed mui.
rest goude ar bloaz 400, e tirollaz er Pers eur bersekusion vraz a enep ar gristenien. Setu ama petra oue kaoz. Eunn eskop, he hano Abdas, en devoa pilet d’ann traon eunn templ el leac’h ma veze adoret an tan gant tud ar vro. Ar roue, o veza klevet ann dra-ze
a c’halvaz ann eskop da vont d’he gaout, hag a roaz urs
d’ezhan da zevel ann templ a nevez. Abdas a respountaz
n’her graje ket, ha kerkent ar roue en em lakeaz da
ober goall vuez d’ar gristenien hag a reaz diskar kement
iliz o devoa.
Etouez ann dud fidel hag ann dud a iliz e oue eur maread hag a roaz testeni da Jezuz-Krist o skuill ho goad dre garantez evithan. Unan anezho oa Benjamin. Hema a ioa eunn avieler devot meurbed, ha ne ehane, e goeled he galoun, d’en em ginnig e sakrifis da Zoue eharz treid ann aoteriou. Ar roue a c’hourc’hemennaz he gas dirazhan, ha Benjamin a ieaz raktal evel eunn den n’en deuz aoun rak netra abalamour m’ema he goustians e stad vad.
« — Me a ordren d’ehoc’h, eme ar roue, trei kein d’ho relijion evit adori hon doue-ni. »
Benjamin a ioa leun a fizians er c’homzou-ma a lavaraz guech all hor Zalver d’he ebestel: « — Pa viot dirak ar rouaned pe ar varnerien, ne studiit ket ho kentel evit gouzout penaoz respount ha petra da respount: ar respount o pezo da ober a vezo lakeat gant Doue var ho muzellou. »
« — Prins, emezhan, petra rafac’h da eunn den hag a zilezfe ho servich evit servicha eur roue all ? »
« — Petra rafenn ? eme ar roue ; ann den-ze n’en defe nemed ar maro da c’hortoz euz va ferz. »
« — Mad, eme Venjamin, ma virit eunn den evelse ar maro, petra ne virit ket ann hini a deufe da drei kein da grouer ann env hag ann douar evit ober he zoue euz a eunn dra krouet, evit rei da eunn dra krouet ann henor n’eo dleet nemed d’ar c’hrouer ?
Ar c’homzou-ma a lakeaz drouk er roue, ha setu hen ha lavaret lemma begou ugent korzenn, ha sanka ar c’horzennou-ze d’ann avieler santel dindan ivinou he zaouarn hag he dreid. Mes peger kriz bennag ma’z oa he boan, Benjamin ne fallgaloune ket, hag ar joa a bare bepred var he dal.
Ar roue a egare o velet kement all. Kredi a rea e klaske ar merzer iaouank ober goab anezhan. Ordren a eure eta sanka korzennou all er plasou goridika euz he gorf, hag ho jacha kuit enn eur frap krenn evit ho zanka dioc’htu adarre er memes plasou. Piou ne skrijfe ket o sonjal enn eunn hevelep iudazerez ? Mad, kaer a ioa he vourrevi, Benjamin a jome ato laouen hag a gendalc’he da veuli ha da drugarekaat Doue abalamour m’en doa he gavet din da c’houzanv ar maro evit ar feiz. Ar pez a roe kement-se a nerz d’he ene oa ann esperans en devoa da vont heb dale d’ar baradoz.
Erfin ar roue, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, a reaz planta eur peul enn he vouzellou dioc’h ann traon. Evelse ec’h echuaz ar zant-ma he vuez hag he verzerenti gloriuz, e tro ar bloaz 424 goude donedigez hor Zalver.
Ann eskop a zo hano anezhan e buez ar zant-ma a oue kaoz ma tirollaz eur bersekusion vraz a enep ar gristenien er Pers, o pilat d’ann traon eunn templ el leac’h ma veze adoret ann tan gant tud ar vro. Setu aze penaoz e reer avechou kalz drouk o klask ober guelloc’h eged ar re all. N’e ket dre heg hag o pilat ho zemplou d’ann traon eo e c’hounezer ar baianed d’ar feiz, mes o tiskouez d’ezho dre rezouniou sklear ar virionez euz ar relijion gristen. N’e ket dre heg ken nebeut hag a daoliou baz eo e tigaser adarre var ann hent mad ar re a ioa faziet divarnhan, mes enn eur rei d’ezho da goumpren dre gaer pegen diskiant int bet o kuitaat ann hent-se. Ann nep a zo meetr var ar re all a dle en em zervichout euz ann holl c’halloud en deuz evit miret outho da offansi Doue ; mes ann nep n’e ket mestr n’en deuz ken da ober nemed rei skouer vad d’he nesa, pedi evithan, hag he gelenn gant dousder ha gant karantez mar en deuz esper da veza selaouet.
ant Hug a ioa ganet e Frans, e kichen kear Valans
enn Dophine. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez
huel, mes brudetoc’h oant c’hoaz dre ho vertuz eget
dre ho noblans. He dad a ioa bet pell oc’h heul ann armeou ;
mes bet oa ato eunn den a relijion, ha d’ann oad a bevar-ugent vloaz ec’h en em dennaz enn eur gouent
el leac’h ma vevaz c’hoaz trivac’h vloaz. He vamm a
jomaz er gear gant he bugale all, hag a veve enn he zi
evel eul leanez enn he c’houent. Ho daou o devoue ann
eur, p’edont var ho zremenvan, da reseo ho zakramanchou
diveza digant ho mab, a ioa dija eskop d’ann ampoent,
ha da vervel etre he zivreac’h.
Goude beza great he studi, Hug a oue beleget ha kemeret da zekretour gant kannad ar pab e Frans. Hogen eunn devez m’edo e kear Avignon asambles gant kannad ar pab, ann dud a iliz a C’hrenobl her goulennaz da eskop. Ar Zant a skrijaz hag a vennaz sempla pa glevaz ar c’helou-ze. Re iaouank oa c’hoaz, emezhan, hag ouspenn, n’en doa nag ann deskadurez, nag ar zantelez a renker da gaout evit beza eskop. Mes kaer en devoue klask digareziou, red e oue dezhan senti ouz kannad ar pab. Hema her c’hasaz ganthan da Rom, hag eno e oue sakret gant ar pab Gregor VII.
Eur vech sakret, ec’h hastaz affo mont d’he eskopti. Mes siouaz ! ann eskopti-ze a ioa henvel ouz eur park hag a zo leun a bep seurt louzeier fall. Ar brasa dizursiou a rene etouez tud ar bed, hag ann dud a iliz zoken a ioa meur a dra da lavaret anezho. Ann eskop nevez eta en doa labour da c’houennat. Goulskoude n’e ket rak al labour edo he aoun ; he aoun a ioa ne raje ket he zever mad aoualc’h ha setu perak, a benn daou vloaz, ec’h en em dennaz enn eur gouent el leac’h ma kemeraz sae ar venac’h. Mes ar pab a roaz urs d’ezhan da zistrei da C’hrenobl, hag Hug a zentaz raktal.
Neuze e poaniaz muioc’h eget biskoaz da c’hounit da Zoue ann holl eneou a ioa enn he garg : pedennou, iuniou, prezegennou, bizitou, aluzennou, peb tra a oue implijet ganthan evit ho zavetei. Doue a vennigaz he boan hag he labour, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer, ken etouez ar bobl, ken etouez ann dud a iliz. Mes Doue a reaz c’hoaz eur vad all evithan: digas a eure sikour d’ezhan d’ar mare n’edo ket o c’hedal.
Eunn nozvez e velaz dre he gousk seiz steredenn, skeduz meurbed, o kerzet dirazhan hag oc’h he hencha da vont da eul leac’h gouez euz he eskopti, hanvet ar Chartreuz. Prest goude, seiz den a deuaz da c’houlenn diganthan eur plas distro bennag da ober ho ermitach : ar seiz den-ma oa sant Bruno hag he c’houec’h koumpagnoun. Ar Zant a anavezaz dioc’htu oa hi ar seiz steredenn en doa guelet dre he gousk. Ho c’has a eure he unan d’ar Chartreuz, ha sevel a rejont eno eur gouent hag a zo c’hoaz hirio enn he za.
Hug a garie mont di aliez ; n’en doa ket brasoc’h plijadur eged o veza etouez ar venac’h-se, ha beva a rea gantho egiz pa vije bet ann distera euz ar gouent. Avechou sant Bruno a gemere ann hardisegez da lavaret d’ezhan : « — Poent eo d’ehoc’h distrei d’ar gear : ho tenvet o deuz ezomm ac’hanhoc’h. » Hug a zente var ann heur ; mes, pa veze bet eur pennad e Grenobl, ez ea adarre d’ar Chartreuz. Evit ac’hano, enn he balez zoken e veve evel eur manac’h. C’hoant en doa bet da verza he gezek ; mes sant Bruno hen dizaliaz da ober ann dra-ze gant aoun na vije lavaret e koundaone ann eskibien all.
Ar zant-ma a veze ato gant ar re genta o tifenn ann Iliz hag ar pabed, pa veze great brezel d’ezho : n’en deveze neuze damant ebed da zen, ha ne zelle nag ouz kar nag ouz mignoun. Evelse, e konsil Vienn, e reaz teuler ann eskummunugenn var ann impalaer Herri V abalamour m’en doa prizouniet ar pab Paskal II, hag e konsil Vele e oue kaoz ive ma oue eskummunuget Per Leon abalamour ma felle d’ezhan en em lakaat e plas ar pab Innosant II. Goulskoude Per Leon hag he dad a ioa bet mad evithan guech all.
Ann eskop santel en doa klasket meur a vech rei ann
dilez euz he garg ; mes n’en doa ket bet a gounje digant
ar pabed. Daou-ugent vloaz a ioa ma veze dalc’h-mad,
kouls lavaret, gant ar boan benn hag ar boan stomok :
abarz ar fin e renkaz chom dar guele. Neuze evelato ec’h
obtenaz ma vije sakret eunn eskop all enn he blas, ha
prest goude e varvaz gant joa, d’ar c’henta a viz ebrel
euz ar bloaz 1132, oajet a ouspenn pevar-ugant vloaz.
Tad ha mamm sant Hug o deuz bet ann eur da reseo ho zakramanchou diveza digant ho mab, d’ann ampoent ma’z oa dija eskop, ha da vervel etre he zivreac’h. Meritet o devoa ann dra-ze dre ar skouer vad ha dre ann deskadurez kristen o doa roet d’ezhan enn he iaouankiz. Ha c’houi a fell d’ehoc’h kaout plijadur gant ho pugale enn ho kozni ! Kelennit anezho ervad, lakit abred doujans ha karantez Doue enn ho c’haloun, hag evelse o devezo ive doujans ha karantez evidhoc’h. Eur c’hrouadur savet mad, eur c’hrouadur fur, a ra gloar hag euruzded he dad hag he vamm ; er c’hountrol, eur mab savet fall, eur mab dizuj ha direol, a vezo abred pe zivezad eur vez hag eur rann-galoun evitho.
r zant-ma a ioa ganet e Paol, kear vihan euz a rouantelez
Napl enn Itali. Eur paotrik devot oa enn he
vugaleach ; dija neuze e karie beza he-unan, ha n’en
em blije nemed o pedi Doue. Kelennet mad e oue da
genta gant he dad hag he vamm, ha d’ann oad a drizek
vloaz e oue lakeat er skol gant ar venac’h euz a Urs sant
Fransez a Asiz. Ar re-ma a vije bet joa gantho miret ann
tenzor-ze enn ho c’houent ; mes Doue a c’halve Fransez
e leac’h all.
Er bloaz varlerc’h ez eaz da bardouna da Rom, da Loretta, da Asiz ha da Introun-Varia-ann-Eiez, ha pa oue distro d’ar gear, e c’houlennaz kounje da vont da ober he ermitach enn eur plas bennag a gostez var douarou he dad.
Mes er plas-se ne gave ket d’ezhan e vije c’hoaz pell
aoualc’h dioc’h trouz ar bed. En em denna a eure eta
tostoc’h d’ar mor, enn eur garrek kleuz a ioa var bord
ann aod. Eno e vevaz d’ann oad a bemzek vloaz evel
ermited ann Thebaid guech all. Kousket a rea var ar
mean, ne eve nemed dour ha ne zebre nemed al louzeier
glaz a c’helle da zastum enn eur c’hoat a ioa e kichen.
Heb dale ne oue ken hano dre ar vro nemed euz a Fransez a Baol, ha gant ann amzer eur maread tud a c’hoanteaz dont da zeski ganthan ann doare d’en em zantelaat. Fransez a guiteaz neuze he garrek kleuz, hag a reaz sevel eur gouent evitho. Evelse e teuaz da veza ar fondatour euz a eunn Urs nevez a venac’h hag a falvezaz d’ezhan a vije hanvet Minimed, da lavaret eo, ar re zistera euz ann dud.
Ann Urs-ma a zo striz meurbed, ha goulskoude ec’h en em skignaz buhan, n’e ket hebken e rouantelez Napl, mes c’hoaz er Sisiil, ha zoken er meaz euz ann Itali. Ar pez a oue kaoz euz ann dra-ze oa ar burzudou a rea ar Zant. Ann donezoun a viraklou hen heulie e peb leac’h.
Eur mab d’he c’hoar en doa bet c’hoant da vont d’ar gouent ; mes n’oa ket bet lezet gant he vamm. Dont a reaz ar maro d’ezhan, hag he vamm alavare : « — Va mab ne vije ket bet marvet mar karjenn beza he lezet da vont da vanac’h. » Pa oue echu offerenn ann enterramant, Fransez a lavaraz kas korf he niz dhe gambr e leac’h hen lakaat er bez, ha raktal e roaz ar vuez d’ezhan adarre dre he bedennou. Goudeze e tiskennaz da gaout he c’hoar : « — Ac’hanta, emezhan, ma vije beo da vab, he lezel a rafez brema da vont d’ar gouent? » « — Euz a greiz va c’haloun, » emezhi. Kerkent ar Zant a red d’he gambr, a visk sae he Urs d’ann den iaouank hag a zistro ganthan d’al leac’h m’edo he c’hoar, enn eur lavaret : « — Sell, setu ama da vab gant he zae a vanac’h. »
Ar brud euz ar burzudou a rea Fransez a erruaz betek Loiz XI, roue Frans. Ar roue-ma n’oa ket iac’h eunn tachad a ioa, ha ne vellea tamm, kaer en doa bet gelver var he dro ar vedisined ar re habila hag implija a bep seurt louzeier. Sonjal a reaz e c’hellje ar Zant he barea dre virakl, ha setu perak e lakeaz pedi anezhan da zont d’he velet. Mes Fransez a respountaz ne raje ket eur veach a bevar c’hant leo evit mont da velet eur roue ha ne c’houlenne eur mirakl diganthan nemed abalamour m’en doa aoun rak ar maro. Neuze Loiz XI a bedaz roue Napl da gomz evithan; mes ar Zant ne zelaouaz ket roue Napl ken nebeut. Loiz XI a skrivaz erfin d’ar pab, hag ar pab, dre druez outhan, a lavaraz da Franses mont. Ar Zant en em lakeaz dioc’htu enn hent.
Epad he veach e oue great muioc’h a henor d’ezhan eget da eur prins. E Napl e oue digemeret evel kannad ar pab ; e Rom, evel eunn eal euz ann env, hag e Frans evel kannad ann Aotrou Doue he-unan. Ar roue Loiz XI a ioa d’ann ampoent e kastell ar Genkis e kichen Tour. Pa glevaz oa digouezet Fransez er vro, en devoue kement a joa ma roaz dek mil skoed d’ar c’henta a zigasaz d’ezhan ar c’helou-ze. Raktal e lavaraz d’he vab ha d’ann dudchentil vraz euz he balez mont da ziambroug ar Zant betek Amboaz, ha pa oue tost da Dour, ez eaz he-unan d’en em strinka d’ann daoulin dirazhan, enn eur lavaret: « — Astennit d’inn va buez, me ho ped. » Mes Fransez a respountaz : « — Prins, buez ar rouaned a zo etre daouarn ann Aotrou Doue evel buez ann dud all; red eo eta pedi Doue evit anaout he volontez, ha beza prest d’en em rezina d’ar pez a blijo ganthan. »
Ar Zant, o veza gouezet n’oa ket a bareans evit ar roue, a lavaraz d’ezhan goudeze : « — Lakit urs enn ho koustians, rak n’oc’h euz mui pell da veva. » Loiz XI a zentaz outhan. Lakaat a eure urs enn he goustians, hag o veza resevet he zakramanchou diveza gant feiz ha gant devosion, e varvaz etre divreac’h Fransez enn eur zoubla a galoun vad da volontez Doue.
Ar zant-ma a dremenaz e Frans ann nemorant euz he
vuez. Charles VIII ha Loiz XII a reaz kement a stad
anezhan ha Loiz XI. Mes e paleziou ar rouaned, Fransez
a ioa bepred ken humbl ha ma’z oa guech all enn he
ermitach. Erfin, goude beza guelet sevel meur a gouent
nevez euz he Urs e Frans, enn Allemagn hag e Spagn, e kouezaz
klanv d’ar zul Bleuniou euz ar bloaz 1507, ha d’ann
eil a viz ebrel varlerc’h deiz Guener ar Groaz, e roaz he
ene santel d’he grouer; edo neuze o ren he unnek
vloaz ha pevar-ugent.
Da genta. — Ann den ne vezo biken euruz hag e peoc’h ma ne d-eo vertuzuz ha devot.
D’ann eil. — Ann hini n’e ket humbl ne d’eo e guirionez na devot na vertuzuz.
D’ann trede. — O peger braz eo Doue, ha pegen dister ann den ! Pa’z eo eunn Doue en em izeleat kement, hag en em lakeat henveloc’h netra, penaoz e c’hell ann den klask en em zevel ?
D’ar pevare.— Ann humilite hag ar garantez eo ann daou vean-diazez euz ar zantelez kristen.
eneat a ioa euz ar vouenn dud-se a reer Morianed
anezho abalamour m’eo du ho c’hroc’henn, hag a zo
stag outho c’hoaz ar valloz a laoskaz guech all Noe var
he vab bihan Kanaan. He dad a ioa esklav pe esklavour
e ti eun Aotrou braz euz ar Sisiil, hag he vamm a ioa
bet esklavourez ive, mes ne oa mui. Hogen, mestr he
dad en doa lavaret d’ezhan ne gemerje ket da esklav ar
c’hrouadur kenta en devije, ha Beneat a oue ar c’hrouadur-ze ;
Beneat eta ne oue ket esklav evel he dad.
Petra bennag ma’z oa morian ha ma veve enn esklavach, tad Beneat a ioa eunn den a relijion, ha ne espernaz netra evit ober ive eur c’hristen mad euz he vab. Ne zeskaz ket d’ezhan lenn ha skriva, rak ne c’houie ket he-unan ; mes deski a reaz d’ezhan skiant ar Zent : ar pez a zo kalz guelloc’h. Deski a reaz d’ezhan karet Doue euz a greiz he galoun, ha beza ato var evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed.
Ar c’henteliou-ze a ieaz doun e spered Beneat, hag ar
paotrik keaz ne ehane da bedi epad ma veze o tiouall al
loaned ; rak ann dra-ma oa he vicher enn he vugaleach.
Pa deue ar botred all da velet petra rea, ne vankent
morse da gaout anezhan var bennou he zaoulin, ha setu
perak o doa he leshanvet ar Zantik du.
O veza n’oa ket esklav, Beneat en devoa eunn tammik koumanant hag a c’helle dastum eur guennek bennag. D’ann oad a drivac’h vloaz e prenaz eur c’houblad ejenned gant ar guenneien-ze, hag ec’h en em lakeaz da labourat enn he gount he-unan. Mes, a benn tri bloaz goude, eunn ermit santel divar dro a lavaraz d’ezhan eunn devez : « — Petra rez aze, Beneat ? Guerz da ejenned, ro ann arc’hant d’ar paour, ha deuz ganen-me. » Beneat a zentaz var ann heur hag a ieaz da heul ann ermit.
Ne oue ket pell ganthan na zervichaz da skouer d’ann holl ermited all. Diez e vije bet kaout eunn den iaouank ken humbl, ken douget d’ar binijenn ha ken aketuz da viret ar reolenn a vuez a ioa merket d’ezhan. Iun a rea bemdez, ne eve nemed dour, kousket a rea var ar c’halet, hag ouspenn-ze e kastize c’hoaz he gorf e meur a feson all evit lakaat ar c’hig da zuja d’ar spered.
Goude beza bevet evelse epad pemzek vloaz, Beneat a c’houlennaz beza resevet e kouent ann Tadou euz a Urs sant Fransez e Palerm. Resevet e oue gant joa, rak anavezet oa dija evit eur mignoun braz da Zoue. Eno e oue karget euz ar gegin, goude m’en devoue great he veuiou. Ar garg-ma oa ann distera hag ar boaniusa euz ar gouent; mes abalamour da ze ne blije nemed muioc’h da Veneat.
Biskoaz keginer n’en devoue kement a fizians e Providans Doue hag ar manac’h nevez ; mes biskoaz ive ar fizians-se ne oue rekoumpanset dre gement a vurzudou. Eunn devez da bardaez, er goanv, ne oa tamm da zibri er gouent a benn antronoz, hag ann erc’h a ioa ken teo ma ne c’hellet ket mont da glask e kear. Petra ra Beneat ? karga a zour ar podou goullou hag ar barazou a ioa er gegin, ha pedi Doue da skuill varnho he vennoz. A benn antronoz, ar podou hag ar barazou-ze a ioa leun a besked, hag ar venac’h ne vankaz ket a voued d’ezho.
Eunn devez all, dioc’h ar mintin, e teuaz tregont mansouner da labourat d’ar gouent. O veza n’edot ket var c’hed anezho enn deiz-se, ne oa netra da rei d’ezho d’ho mern, ha goulskoude e renket ho beva, Ar superior a ioa nec’het dija, mes Beneat a lavaraz: « — Doue a bourveo. » Pa oue poent mern, ar superior a c’houlennaz adarre: « — Petra vezo great oc’h ar vansounerien? » « — Lavaret d’ezho mont ouz taol, » eme Veneat. Lavaret e oue, hag al labourerien a gavaz eno pe a dra da zibri leiz ho c’hof.
Ar venac’h all o doa kement a istim evit ho c’heginer ma falvezaz d’ezho he joaz evit ho zuperior, petra bennag ne oa na belek, na den a iliz, ha ne c’houie ket zoken lenn ha skriva. Beneat a oue rannet he galoun pa glevaz ann dra-ze ; mes red e oue d’ezhan senti, hag epad tri bloaz e c’houarnaz ar gouent gant eur furnez hag eunn dousder hag a c’houneze d’ezhan kalounou ann holl.
Da fin ann tri bloaz-ze e oue eur pennad mestr ann novised, ha goudeze e c’hellaz distrei d’he gegin. Mes di e teue ive eur maread tud d’he gaout, tud a bep stad hag a bep renk. Beneat a veze laouen ouz ann holl, a gonzole ar re a veze er boan, a baree avechou ar re glanv, hag a respounte da bep hini hervez m’en deveze ezomm. Eunn den habil euz a gear a ioa nec’het o klask koumprenn eunn nebeut komzou euz ar Skritur Sakr. Beneat n’oa bet biskoazer skol, ha goulskoude e lavaraz dioc’htu d’ann doktor-ze petra zinifie ar c’homzou ne goumprene ket.
Ar zant-ma, o veza kouezet klanv d’ar pevar a viz meurs euz ar bloaz 1589, a resevaz he zakramanchou diveza d’ann trede a viz ebrel, hag antronoz-vintin e tremenaz e peoc’h enn eur zellet ouz ann env hag enn eur lavaret : « — Etre ho taouarn, va Doue, me a laka va ene. » Eunn nizez d’ezhan a ioa o pedi evithan d’ann ampoent, ha setu hi ha guelet eur goulmik venn o nijal etrezek ennhi. « — Ne c’houlennez netra diganen ? » eme ar goulm. Ann nizez a anavezaz neuze he eontr, hag a respountaz : « — O vont da be leac’h emaoc’h evelse ? » « — O vont d’ar baradoz, » eme Veneat.
Beneat a ioa oajet a dri bloaz ha tri-ugent, hag a oue
diskleriet sant er bloaz 1807 gant ar pab Pi VII.
Santelez a dal hirroc’h eget deskadurez. Kalz zo hag en em goll dre ho deskadurez, ha den ne c’hell en em zavetei heb ar zantelez. Ouspenn-ze, Doue a ro sklerijenn da spered ann dud santel, hag evelse ar re-ma a c’hell avechou ober skol d’ann dud desket, evel a reaz sant Beneat da eunn doktor a Balerm. Labourit eta dreist peb tra d’en em zantifia, ha ne glaskit ann deskadurez nemed var marc’had ar zantelez; rak ann deskadurez heb ar zantelez n’eo mad nemed d’ho kas d’ann ifern, ha petra zervicho d’ehoc’h beza bet eunn den habil epad ar vuez-ma, mar bezit daonet goudeze da viken ?
r zant-ma a ioa mab da c’houarner Karthajeenn e
Spagn, ha breur da zant Leandr, da zant Fuljans ha
da zantez Florentina. Kaset e oue abred d’ar skol, mes
n’oa ket goest da zeski, var he veno, ha setu hen ha dizerti
evit dont d’ar gear. Hogen, var he hent ez oa eur
puns, hag e kichen ar puns-ma eur mean hag a ioa roudennet
anat gant ann dour o tivera varnhan. « — Sell,
eme Izidor, ann dour en deuz bet nerz aoualc’h da
doulla ar mean kalet-se, hag ar c’henteliou a vez roet
d’inn-me ne c’hellfent ket ober eunn toull em spered ! »
Var ar zonj-se e tistroaz d’ar skol hag e stagaz d’ar studi
evel ma stag eunn den d’al labour pa fell d’ezhan hen
ober koustet pe gousto.
Doue a rekompansaz anezhan evit he boan, hag abarz nemeur e oue treac’h dre he zeskadurez da holl dud he vro ha da holl dud he amzer. Bez’e oue ar brasa doktor a roaz ar Spagn d’ann Iliz, hag ar pab sant Leon IV a lavare e tliet ober kement a istim euz he skridou hag euz a re sant Jerom ha sant Aogustin.
Mes ive, e kreiz he studi, Izidor ne golle morse ar zonj a Zoue. Ar pez a glaske dreist peb tra oa gloar Doue he zilvidigez he-unan ha silvidigez he nesa. O veza c’hoaz iaouank, ec’h en em lakeaz da zifenn ar feiz katholik a enep ann Arianed. Ar re-ma a ioa, d’ar mare-ze, ar vistri e Spagn, hag a gemeraz kement a gaz outhan ma oue dare d’ezhan beza lazet gantho.
Goude maro sant Leandr, he vreur, e oue hanvet da eskop e Sevill enn despet d’he humilite. Ebarz er garg-ma e labouraz, da genta, da garza he eskopti euz a fals kredennou ann heretiked. Ne espernaz netra ken nebeut evit diarbenn ann dizursiou ha lamet ar giziou fall a ioa en em zilet etouez ann dud fidel. Asambli a reaz daou gonsil evit ann dra-ze, ha sevel a eure skolachou e Sevill evit rei eunn deskadurez kristen d’ar vugale ha d’ann dud iaouank. Euz a gement korn a ioa e Spagn e tiredet di d’ar skol, hag eur maread euz ar re o doa great ho studi eno a oue brudet goudeze dre ho gouiziegez hag ho vertuziou.
Respet ar zant-ma evit ar pab a ioa ker braz ma’z oa kustumm da lavaret oa Kador sant Per evit ar feiz ar pez ma’z eo evit al listri eur porz-mor el leac’h n’euz riskl ebed evitho. Eunn eskop bennag o veza goulennet outhan hag ann Ebestel o doa bet digant Jezuz-Krist kement ha kement a c’halloud ann eil evel egile, Izidor a respountaz :
« Sklear eo oa sant Per mestr var ann ebestel all p’e guir Jezuz-Krist en doa lavaret d’ezhan : « — Te a zo mean, ha var ar mean-ze me a zavo va Iliz. » Evelse ive ar Pab a zo dre he c’halloud dreist ann eskibien all, evel m’ema ar penn dreist ann izili all euz ar c’horf. Ann nep eta ne fell ket d’ezhan henori ar Pab ha senti outhan egiz ma’z eo dleet a zo henvel ouz eur c’horf ha n’e ket mui stag ouz ar penn. Ann dra-ma a zo eur virionez desket d’eomp gant ann Iliz, hag ar vinonez-se a renker da gredi ker stard ha mister ann Dreinded ; anez, ne c’houfet ket beza salvet. »
Daou-ugent vloaz a ioa dija ma c’houarne ar Zant eskopti Sevill pa anavezaz e tostea he heur diveza. Neuze, petra bennag m’oa bet ato e stad da vont dirak Doue, e c’hoanteaz ober c’hoaz eur retred a c’houec’h miz abarz mervel. Da fin ar retred-ma e voaseaz d’ezhan, hag e reaz he zougen d’ann iliz. Eno, gourvezet var al ludu hag eur c’houriz reun enn dro d’he gorf, e resevaz ar gommunion hag e c’houlennaz pardoun digant ann holl. Goudeze e lavaraz rei d’ar paour kement tra a jomche var he lerc’h, hag o veza bet douget adarre d’he balez, e varvaz leun a veritou d’ar pevar a viz ebrel euz ar bloaz 626.
Ar zant-ma, o veza bet kaset abred d’ar skol, a droaz enn he benn dont d’ar gear abalamour, var he veno, n’oa ket goest da zeski. Setu aze petra c’hoarvez c’hoaz hirio gant kalz a vugale. Skuiza a reont ho-unan er skol, pe ho zud a skuiz gantho, abalamour ne zeskont ket, ha var ann digarez-se e vezont dalc’het er gear pe gaset buhan da eur skol all. Ann tadou hag ar mammou a dlefe koumpren goulskoude e renk ar vugale kaout amzer d’en em voaza dioc’h ar skol, evel ma renker kaout amzer d’en em voaza dioc’h n’euz fors pe seurt labour. Ouspenn-ze, etouez ar vugale, spered ann eil ne vez ket ken digor ha ne vez ket digor ken abred ha spered egile. Arabad eo eta ho zenna dioc’htu euz ar skol pe ho c’has dioc’htu da eur skol all var digarez ne zeskont ket. Red eo guelet, da genta, petra zo kaoz euz ann dra-ze. Mar d-eo ar vugale ho-unan a zo kaoz, dever ann tadou hag ar mammou eo en em glevet gant ar mestr pe ar vestrez skol evit lakaat urs e kement-se. Ma n’e ket ar vugale a zo kaoz, e renker rei amzer d’ezho d’en em voaza, ha d’ho spered da zigeri. Sant Izidor, o veza distroet d’ar skol, a deuaz da veza eunn doktor braz. Ho pugale-c’houi, tadou ha mammou, mar kirit kemeret pasianted gantho, a deuio ive, ne lavarann ket da veza ud habil, mes da vihana da zeski ar pez o deuz ezomm da c’houzout evit en em denna er bed-ma ha gounit ar baradoz er bed-all.
isant a ioa ginidik euz a gear Valans e Spagn, hag en
devoue a-vihanik eunn devosion dener evit ar Verc’hez
Vari hag evit pasion ha maro Jezuz-Krist; eur
garantez vraz en doa ive evit ar beorien. Epad m’edo
oc’h ober he studi, oa dija kustumm da iun bep merc’her
ha bep guener. Epad ann amzer-ze ive, e kemere plijadur
o tastum ar skolaerien all enndro d’ezhan, hag o tistaga
dirazho ar zarmouniou en deveze klevet.
Enn eur studia zoken, Visant ne ehane ket da bedi. Ober a rea he-unan ar pez a verkaz goudeze enn eul levr en deuz skrivet divar benn ar Vuez Santel. « Ha c’houi a fell d’ehoc’h, emezhan, studia gant frouez ? Enn ho studi klaskit kentoc’h en em zantifia eget dont da veza habil. Goulennit sklerijenn digant Doue muioc’h c’hoaz eget digant ho levriou, ha pedit-hen da rei d’ehoc’h ar c’hras da goumpren ar pez a lennit. Ar studi a skuiz ar spered hag a zizec’h ar galoun. It a vare da vare da ziskuiza eharz treid Jezuz-Krist hag enn he c’houliou sakr ; eur pennadik diskuiz eno a roio eur sklerijenn nevez d’ho spered hag eunn nerz nevez d’ho kaloun. »
Ar zant-ma a viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Dominik d’ann oad a drivac’h vloaz, ha goude m’en devoue great he veniou, e oue karget d’he dro da ober skol d’ar re all. Mes, a greiz m’edo o rejanti, e oue great d’ezhan ive prezeg, hag heb dale en devoue brud da veza eur prezeger dispar. Hogen, eharz treid he grusifi eo e rea ato he zarmouniou, hag ac’hano e teue d’ezhan ann nerz hag ann tan a remerket enn he gomzou pa veze er gador.
Goulskoude ann drouk-spered ne espernaz netra evit he goll, hag en em zervichaz euz a eur plac’h fall evit he zougen d’ar pec’hed. Mes, e leac’h beza gounezet gant ar plac’h fall-ze, ar Zant a c’hounezaz anezhi da Zoue : kuitaat a eure a-grenn he dizurziou ha ren a reaz hiviziken eur vuez a binijenn hag a skouer vad.
Ar pab Beneat XII o veza kemennet da Visant mont da Avignon, ar Zant a gouezaz toc’hor er gear-ze. Edo dija var he dremenvan p’en em ziskouezaz hor Zalver dirazhan, e kreiz etre sant Dominik ha sant Fransez a Asiz. « — Visant, eme hor Zalver, sao alese ; kea da brezeg d’ar bec’herien ha lavar d’ezho hasta affo chench buez ; rak heur va barnedigez a zo prest da zini. » Ar Zant a bareaz raktal, hag a zentaz oc’h ann urs en doa bet digant Jezuz-Krist kerkent ha m’en devoue kounje digant ar pab.
Epad ouspenn ugent vloaz, e redaz dre ar bed evel misioner abostolik gant pemp manac’h all a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Enn he vro eo e roaz he visionou kenta, ha prezeg a reaz eno gant kement a frouez, ma oue hanvet Abostol ar Spagn. Kounta a reer e c’hounezaz d’ar feiz, e rouantelez Kastill hag e rouantelez Aragon, betek trivac’h mil iuzeo, ha tregont mil mahometan e rouantelez Grenad.
Euz ar Spagn e teuaz e Frans, hag ac’hano e skoaz d’ar penn huela euz ann Itali, ha goudeze d’ar Suis, d’ann Allemagn, d’ar Beljik ha da Vro-Zaoz. Ne c’houfe den lavaret ar vad a reaz enn holl broiou-ze. Ann dud a zirede d’he zelaou a ganchou hag a villerou; mont a reant zoken var he lerc’h euz ann eil bourg d’egile, euz ann eil kear d’eben. Ar Zant a brezege peurvuia var ar guirioneziou spountuz euz ar relijion, var ar maro, ar varn, ann ifern, ann eternite. Ann holl a skrije ouz he glevet, hag avechou e renke chom a za a greiz he zarmoun abalamour ma veze goloet he vouez gant ar goelvan hag ar c’hri-fors a zirolle enn iliz. Enn eur ziskenn euz ar gador ez ea da govez, hag ar bec’herien a deue a vandennadou da c’houlenn diganthan ar pardoun hag ann absolvenn euz ho fec’hejou.
Doue en devoa roet d’ezhan ann donezoun a viraklou. Ober a rea, kouls lavaret, ken aliez a virakl hag a gammed, hag ar miraklou-ze a greske muioc’h-mui ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithan. Mes eunn donezoun all en doa resevet c’hoaz euz ann env : evel ann Ebestel guech all, ar Zant a veze koumprenet gant ar re ne c’houient ket al langach a gomze, hag hen a goumprene ive ar re o devoa eul langach dishenvel dioc’h he hini.
Epad he visionou, Visant Ferrier a vire bepred reolenn he Urs. Bemdez e iune nemed da zul; ne zebre morse a gig, ha da verc’her ha da vener ne gemere nemed bara ha dour. Evit guele n’en doa nemed eur guchenn golo pe eur guchenn geuneud seach, ha kastiza a rea c’hoaz he gorf dre veur a binijenu all.
Visant Ferrier, o veza e Frans, a oue pedet gant ann duk Iann, pemped euz ann hano, da zont da rei eur mision e Breiz-Izel. En em lakaat a eure raktal enn hent, ha prezeg a reaz gant kement a nerz e Guened, el leac’h m’edo ann duk, hag e peb korn euz ar vro, ma oue guelet heb dale eur jenchamant kaer, ken etouez ann dud a iliz, ken etouez ann noblans hag ar bobl.
A benn daou vloaz goude, e klanvaz enn eur zistrei euz ann Normandi d’ar Spagn, hag e teuaz adarre da Vened. Eno e varvaz d’ar pemp a viz ebrel euz ar bloaz 1419, oajet a nao bloaz ha tri-ugent, daou viz ha trizek devez.
Ann drouk-spered ne ehan d’hon tenti epad ar vuez-ma; mes d’ar pec’hejou vil eo e klask ar muia hon dougen abalamour ma c’hoar ec’h en em blij ann Aotrou Doue o rei grasou dioc’h ann dibab d’ann eneou pur ha chast. Hogen, arabad eo d’ehoc’h fallgalouni evit kement-se ; mes dalc’hit mad ato. Ann tentasionou-ze, n’euz fors pegeit e padfent, n’euz fors pegen heuzuz e vent, ne c’hellont ober drouk ebed d’hoc’h ene mar grit ar pez a zo enn ho kalloud evit enebi outho : ne raint neuze nemed kreski ho mirit dirak Doue, ha kreski ive dre eno ar rekoumpans a zo ouz ho kortoz enn env.
r zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue hanvet da
bap er bloaz 422, goude maro sant Bonifas. Gouarn
a eure ann Iliz epad dek vloaz gant eur furnez vraz. Ar
pez a glaske dreist peb tra oa silvidigez ann eneou, ha
n’en doaken ioul nemed da velet ar guir relijion oc’h
en em astenn muioc’h-mui dre ar bed.
Abalamour da ze e lavaraz da zant Jermen, eskop
Aoserr, mont euz he berz da ober eunn dro da Vro-Zaoz
gant aoun na deuje kristenien ar vro-ze da veza touellet
gant ann heretiked. Abalamour da ze ive e kasaz sant
Pallaad ha sant Patris da brezeg ann Aviel d’ar Skoted ha
d’ann Irlanded, daou bobl hag a ioa c’hoaz paian hag
hanter-c’houez.
D’ar mare-ze, Nestorius, eskop pe batriarch Konstantinopl, en em lakeaz da lavaret ne oa ket ar Verc’hez Vari mamm da Zoue, ha ne dliet ket rei ann hano-ma d’ezhi. Enn hor bro-ni, ar vugale azo enn oad da ober ho fask a c’hoar holl ez euz e Jezuz-Krist diou natur, natur Doue ha natur ann den, mes n’ez euz nemed eur persounach, persounach Mab Doue. Ar Verc’hez Vari a zo eta mamm da Zoue p’e guir eo mamm da Jezuz-Krist, ha p’e guir n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur persounach hag a zo Doue evel ann Tad hag ar Spered-Santel. Mes Nestorius en doa chenchet ar gentel-ze euz ar c’hatekiz. « E Jezuz-Krist, emezhan, ez; euz daou bersounach, per sounach Mab Doue ha persounach ann den ; hogen, ar Verc’hez n’eo mamm nemed da bersounach ann den, ha rak-se n’e ket e guirionez mamm da Zoue. »
Beleien ha tud fidel Konstantinopl a skrijaz kenta tro ma klevchont eunn hevelep blasphemm er gador. Mes eur vech all e klevchont goasoc’h c’hoaz, hag enn dro-ma ar bobl holl a laoskaz eur griadenn estlammuz, hag a dec’haz kuit euz ann iliz gant he heuz hag he spount. Ar brud euz a gement-se o veza eat betek ann ermited koz o doa tremenet ho buez pell dioc’h trouz ar bed, ann ermited-ma a deuaz ho-unan da rei dirak ann holl hag a vouez huel testeni d’ar feiz katholik. « Ia, emezho, ar Verc’hez Vari a zo mamm da Zoue; setu petra e deuz desket ato ann Iliz d’he bugale, ha prest oump da skuill hor goad evit difenn ar virionez-se. » Sant Selestin a ioa bepred var evez evit diarbenn ar fals kredennou e kement leac’h m’en em ziskouezent. Pa glevaz petra ioa erruet e Konstantinopl, ec’h asamblaz dioc’htu eunn nebeut eskibien e Rom, ha goude beza kemeret kuzul digantho, e koundaonaz Nestorius da veza eskummunuget ha torret euz he garg, nemed en em zislavaret a raje dre skrid a benn dek devez. Mes ann eskop aheurtet-se ne reaz van euz ar zetans douget gant ar pab, hag a gendalc’haz da lavaret ne oa ket ar Verc’hez Vari mamm da Zoue.
Neuze e oue asamblet eur c’honsil jeneral e kear Ephez, ha kerkent ha ma oue digoret, ar c’honsil-ma a reaz ar pez en doa merket sant Selestin, da lavaret eo, e lamaz he garg digant Nestorius hag e taolas ann eskummununugenn varnhan. Hogen, tud fidel Ephez n’o doa ket labouret enn devez-se, kement a vall o doa da c’houzout petra raje ann esbibien; n’o doa ket zoken sonjet dibri, mes chomet oant azalek ar mintin e kichen dor ann iliz el leac’h m’edo Tadou ar c’honsil. Pa deuaz ar re-ma er meaz dioc’h ann abardaez, ha pa oue klevet petra o doa great, ann holl a zirollaz da grial a bouez-penn : « Aze eo ! Setu roet lamm da enebour ar Verc’hez! Henor ha gloar da Vari ! Henor ha gloar da vamm Doue!!! » Biskoaz ar bobl n’oa bet laouenoc’h; ober a reaz koumpagnunez d’ann eskibien betek ho lojeiz, ha dioc’h ann noz e oue allumet tanteziou a joa e kement korn a ioa e kear.
D’ar mare-ze, ez oa ive e Frans beleien hag a gave abeg e skridou sant Aogustin, a ioa nevez maro. Mes sant Selestin a skrivaz da esbibien ar vro, hag a lavaraz d’ezho : « — Aogustin a zo bet ato a-unan gant Ilis Rom, hag istimet gant ar pabed a zo bet em raok-me evel unan euz ar brasa doktored; red e d’ehoc’h eta lakaat da devel ar re o defe c’hoant da damall anezhan goude he varo. »
Evelse, pa ne d-ea ket ann traou ehun aoualc’h enn eunn tu bennag, sant Selestin a haste affo lakaat urs e kement-se. Ar zant-ma a varvaz e Rom er bloaz 432, goude beza bet ann eur da velet ar peoc’h o ren adarre etouez ann holl dud fidel, ken e kostez ar Zao-Heol, ken e kostez ar C’huz-Heol.
E buez sant Selestin e kavomp testeniou kaer euz ar garantez hag
euz ar respet o doa ar gristenien evit ar Verc’hez enn amzer genta euz
ann Iliz. Setu aze ive penaoz e tleomp karet hag henori mamm Doue.
Red e d’eomp beza prest ato da ziskouez d’ezhi hor c’harantez, hon
respet hag hon devosion, heb aoun ebed rak ann dud. Eur guir zervicher da Vari ne c’houfe biken mont da goll; mes ne c’hellomp ket
kounta var ar baradoz mar on euz mez oc’h en em lakaat e renk he
zervicherien hag he bugale.
phraat a ioa ginidik euz ar Pers. He dad hag he vamm
a ioa paianed, hag hen a oue savet ive e relijion he
dud. Mes bez en devoue ar c’hras digant Doue da anaout
ar virionez euz ar relijion gristen, ha kerkent e kuiteaz
he vro evit mont da eur vro all el leac’h ma vije easoc’h
d’ezhan ober he zilvidigez. En em denna a eure enn
eunn tiik bihan e kichen Edes, er Mesopotamii, hag eno
e tremene he amzer o labourat da c’hounit he dammik
boued, o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn.
Evel eur jardiner mad a zo aketuz da c’houennat he jardin ha da laza ar melfed hag ann amprevaned all a zebr he legumach, evelse ive Aphraat a boanie heb ehana da zisc’hrizienna ann techou fall euz he galoun ha da vouga ar goall ioulou euz he gorf. Heb dale, ar brud euz he zantelez a reaz da galz a dud dont d’he gaout evit goulenn kuzul diganthan pe en em erbedi d’he bedennou. Mes ann dra-ze ne blije ket d’ezhan; aoun en doa da goll ar zonj euz a Zoue o kaozeal re gant ann dud, ha setu perak ez eaz da guzat enn eunn ermitach all tost da Antioch.
Hogen, kaer en devoue, he zantelez hen diskuillaz adarre enn he ermitach nevez, ha muioc’h choaz a dud a deue di d’he velet eget na’z ea d’he ermitach kenta. Aphraat a gomze d’ann holl euz a Zoue, hag a roe da bep hini ann aliou a veze dioc’h he zoare; mes ne gemere morse netra digant den. Evit ac’hano, n’en doa ezomm a nemeur a dra; rak beva a rea divar bara ha dour, nemed enn he gozni e tebre, ouspenn, eunn nebeut louzeier glaz. Eur pallenn blansounet a zerviche dezhan da vele, ha ne zouge nemed eur zae c’hroz ha n’e devoa liou ebed, pell a ioa.
Eunn devez, eunn den a renk huel, he hano Anthem, a ginnigaz d’ezhan eur zae nevez enn eur lavaret : « — Va Zad, kemerit ar zae-ma, me ho ped; houma a zo great er Pers, hag ann dud a gar peurvuia traou ho bro. » Aphraat a grogaz er zae, hag o veza he zaolet var eur skaoun pe eur gador, e respountaz « — Me zo nec’het gant eunn dra. » « — Gant petra’ta, eme Anthem ? » « — Me’m’euz lakeat em spered, eme Aphraat, n’em bije biken nemed eur c’houmpagnoun e va ermitach. Unan am euz hag a zo ganen c’houezek vloaz zo ; biskoaz n’em euz bet eur ger da lavaret anezhan, ha brema goulskoude eunn all euz va bro en deuz c’hoant da zont enn he blas. Mes me a gav tenn kas va c’houmpagnoun koz kuit evit kemeret eunn all ha ne anavezann ket. » « — Rezoun oc’h euz, eme Anthem. » « — Mad, eme ar Zant, neuze ne dleit ket beza souezet ma ne gemerann ket ar zae nevez a ginnigit d’inn. Ann hini am euz a zo ganen pell zo, ha re a boan em befe o chench anezhi oc’h unan nevez. »
Etre daou, ann impalaer Valens, o veza troet a du gant ann Arianed, en em lakeaz da ober goall vuez d’ar gristenien gatholik. Eskop Antioch a ioa bet koundaonet ganthan d’ann harlu, hag ann dud fidel n’o doa mui a gounje d’en em asambli evit ann offisou, nag e kear, na var ar meaz. Pa glevaz Aphraat ar c’helou-ze, e kuiteaz raktal he ermitach, petra bennag m’oa kabac’h dija, evit mont da zifenn ar guir relijion a enep ann heretiked. Dre ann nerz euz he gomzou, ha dre he viraklou dreist holl, rak bez’en doa ive ann donezoun a viraklou, e roaz kaloun d’ar gristenien gatholik hag e starteaz eur maread er feiz.
Eunn devez m’edo o vont d’al leac’h mac’h en em asamble ann dud fidel dre guz, e oue remerket gant ann impalaer, a ioa d’ar mare-ze en Antioch. Kerkent Valens a lavar da unan bennag ober sin d’ezhan da dostaat, ha goudeze e c’houlenn outhan : « — Ma’z it-hu evelse, potr koz? » « — Me zo o vont da bedi evit ann holl, eme Aphraat, evidhoc’h-hu kouls hag evit ar re all. » « — Mes, eme ann impalaer, p’e guir oc’h ermit, perak ne jomit-hu ket da bedi Doue enn hoc’h ermitach? » « — Daoust, eme ar Zant, ha c’houi a lavarfe da eunn den a ve o veva enn eur gambr a gostez, chom var he dorchenn heb finval epad ma ve ann tan goall e ti he dad ? » « — Ne lavarfenn ket avad, eme Valens. » « — Mad, eme Aphraat, c’houi oc’h euz lakeat ann tan e ti ann Aotrou Doue, e ti hon tad d’eomp holl, ha me am euz kuiteal va ermitach evit sikour he vouga. E leac’h eta tamall ac’hanon, e tlefac’h kentoc’h en em goundaoni hoc’h-unan p’e guir ann tan-ze a zo bet c’houezet ganehoc’h. » Ann impalaer ne respountaz netra d’ar c’homzou diveza-ma hag a lezaz ar Zant da vont gant he hent.
Valens o veza great fin fall prest goude, sant Aphraat a zistroaz d’he ermitach hag a varvaz eno enn eunn oad braz var dro ar bloaz 400.
Pa grog ann tan goall enn eunn ti bennag, dever ann amezeien eo diredet holl da glask he vouga. Evelse ive dever ann holl dud fidel eo en em zikour da zifenn ar relijion hag ann lliz pa vez great brezel d’ezho. Peb hini a dle en em zervichout evit kement-se euz ann armou a zo dioc’h he zoare. Ar re a c’hell ober vad dre ho c’homzou pe dre ho skridou a dle sevel ho mouez pe labourat gant ar bluenn heb aoun ebed, evit diarbenn ha trec’hi enebourien ho feiz ha rei kaloun d’ho breudeur ha d’ho c’hoarezed kristen. Ar re ne c’houzont nemed pedi a dle kreski ho fedennou hag ho devosionou evit obten digant Doue ar peoc’h hag ar viktor var mevellien Satan. Mes arabad eo da nikun ober evel eur c’hrouadur ha ne rafe van ebed evit klevet lavaret ema ann tan e ti he dad.
r zant-ma a ioa ganet enn Aovergn hag en devoa kalz
leve; mes ober a reaz ato eunn implij mad euz he
zanvez. Piz oa outhan he-unan, mes e kenver ar beorien
oa brokuz ha foran zoken, o veza bet hanvet da eskop e Tour, e labouraz aketuz da lakaat urs e peb tra
enn he eskopti. Dougen a eure lezennou leun a furnez
ken evit ann dud a iliz, ken evit ar bobl : unan euz al
lezennou-ma a goundaone ann nep a vije bet mezo da
jom eur miz heb tostaat ouz ar gommunion.
Sant Perpet en devoa eunn devosion vraz evit ar Zent, ha ne gave morse re vrao ann ilizou a veze savet enn ho henor hag ar voestou a veze great da lakaat ho relegou. Kement a dud a deue da bardouna var bez sajnt Martin ma n’oa ket mui a blas aoualc’h evitho enn iliz a ioa bet savet gant sant Bris. Perpet a reaz sevel unan nevez, kalz brasoc’h ha kalz kaeroc’h eged ann hini goz, ha pa oue echu ha konsakret, e lakeaz kas di korf ar Zant. Eunn iliz all a zavaz c’hoaz e kear enn henor d’ann ebestel sant Per ha sant Paol, hag eur maread re all var ar meaz.
Mes ar vertuz a remerket ar muia er zant-ma oa he garantez evit ar beorien. Netra ne ziskouez guelloc’h ar garantez-se eged ann testamant a reaz er bloaz 475, pemzek pe c’houezek vloaz araok he varo. Dre ann testamant-ma, da genta, e pardoune ho dle da gement hini a vanke d’ezhan eunn dra bennag. Goudeze e roe he levriou d’he iliz kathedral hag e stage outhi tammouigou leve; mes ann nemorant euz he zanvez a zine holl d’ar beorien. Setu ama penaoz e komze :
« Enn hano Jezuz-Krist, evelse bezet great ! Me, Perpet, pec’her hag eskop Tour, am euz c’hoanteat diskleria ama va bolontez diveza abarz mervel, gant aoun na ve ankounac’heat ann dud paour goude va maro ha n’o defe ket ho lod euz va heritach. O c’houi a zo da dosta d’am c’haloun, c’houi, va breudeur muia karet, va c’hurunenn, va joa, va aotrounez ha va bugale! C’houi, peorien Jezuz-Krist, a zo bepred enn dienez hag a renk mont da glask ho poued; c’houi tuk klanv, intanvezed hag emzivaded keiz! Me hanv hag a ra ac’hanhoc’h heritourien euz va ho danvez, nemed ar pez am euz dija testamantet d’an iliz kathedral. Me a ro d’ehoc’h eta, dre ar skrid-ma va holl douarou, douarou labour ha douarou peuri, va foenneier, va c’hoajou, va guiniennou, va ziez, va jardinou, va lennou, va milinou, va aour, va arc’hant, va dillad, ha kement tra all am euz.
« Me fell d’inn e ve guerzet ann traou-ze holl dioc’htu goude va maro, hag e ve great teir lodenn euz ann arc’hant. Diou lodenn a vezo ingalet etre ar goazed paour gant ar belek Agrarius hag ar c’hount Ajilon, hag ar seur Dadoleen a vezo karget da ingala al lodenn all etre ar merc’hed. »
Ar Zant a lavare goudeze d’ann hini a vije lakeat da eskop enn he blas : « Ha c’houi, va breur ker, karit va beleien, va zud a iliz ha va guerc’hezed ; bez’ez int ive ho peleien, ho tud a iliz hag ho kuerc’hezed-c’houi. Roit nerz d’ezho dre ho skouer vad, ha bezit leun a vadelez evitho. Grit ma c’houezint ez int ho pugale ha nann ho servicherien, ez oc’h ho zad ha nann ho mestr. »
Achui a rea erfin he destamant enn eur alia ann holl da veva e peoc’h ann eil gant egile ha da viret ato doujans Doue enn ho c’haloun, hag enn eur rei ive eunn dra bennag d’he c’hoar Julia, d’he vignouned ha d’he veleien. D’he c’hoar Julia e roe eur groaz aour vihan relegou ennhi, ha da unan euz he vignouned, eur voest arc’hant relegou ennhi ive, D’ar veleien e roe kroaziou ha kaliriou aour hag arc’hant, enn eur lavaret d’ezho diouall da ankounac’haat anezhan enn ho fedennou.
Sant Perpet a varvaz leun a veritou er bloaz 491, goude beza gouarnet eskopti Tour epad tregont vloaz.
Ar zant-ma, goude beza roet he levriou d’he iliz kathedral ha staget outhi tammouigou leve, a zinaz ann nemorant euz he zanvez d’ar beorien. Mar d-eo eaz d’ehoc’h, ne c’houfac’h ober netra guelloc’h ken neubeut, abarz kuitaat ar bed-ma, eget testamanti eunn dra bennag d’ar paour, pe d’ann iliz, pe da lakaat pedi Doue evidhoc’h. Ar Zent, goude eur vuez a binijenn, o devoa aoun rak ar purkator ; penaoz c’houi n’o pefe ket, goude eur vuez karget a bec’hejou ? Hogen, mar bezit koundaonet da vont di ne c’hellot mui en em zikour hoc’h-unan, hag eunn taol ral eo e veac’h sikouret gant ar re all kement ha m’o pefe c’hoant. Grit eta brema ar pez ne vezo ket neuze enn ho kalloud, ha Doue, o velet ar volontez o pezo bet da baea ho tle d’he justis dre ann aluzennou, ar profou hag ar pedennou o pezo lakeat ober goude ho maro, en devezo truez ouz hoc’h ene, a zousai ho poan er purkator hag ho resevo kentoc’h enn he varadoz.
altrud a ioa merc’h da zant Valbert ha da zantez Bertill,
ha c’hoar da zantez Aldegond. Enn amzer ma’z oa
c’hoaz bihanik, e oa aketuz da zelaou ar c’henteliou mad
a roe d’ezhi he mamm ha d’ho lakaat da dalvout evit he
zilvidigez. Ne anavezaz ar bed nemed evit ober fae
varnhan ; rak ne d-ea nemed el leac’h ma’z ea he
mamm, hag he mamm ne oa ket he giz darempredi ar
bed.
Evit ober plijadur d’he zud e timezaz d’ar c’hount Madeljer, ha bez’e devoue pevar grouadur hag a varvaz ho fevar egiz sent. Ar c’hount Madeljer, o velet devosion ha vertuz he bried, a deuaz he-unan da gasaat ar bed. En em denna a eure enn eur gouent gant asant Valtrud, ha goude he varo e oue henoret ive evel sant. Valtrud a jomaz c’hoaz daou vloaz gant he bugale ; mes da fin ann daou vloaz-se e falvezaz d’ezhi d’he zro kuitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue.
Pedi a reaz eunn dijentil euz he c’herent da zevel eunn ti evithi var ar menez el leac’h m’ema brema kear Mons er Beljik. Ann dijentil a zavaz eunn ti braz ha kaer; mes Valtrud, o veza eat d’he velet, a ziskleriaz grons ne lojche biken enn eunn ti evel hennez. Red e oue eta sevel eunn all disteroc’h, ha kerkent ar Zantez a ieaz di da jom evit beva he-unan gant Doue.
Eno e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag oc’h ober pinijenn. Goulskoude ann drouk-spered ne ehanaz d’he zenti e mil feson. Avechou e rea dezhi sonjal pegen ebat oa he doare guech all er gear, e koumpagnunez he frid hag he bugale, ha pegen ebat e vije adarre mar karje distrei er bed. Avechou all e klaske he spountaha rei d’ezhi da gredi ne c’hellje ket padout da ren eur vuez ker kalet, hag e teuje da skuiza ha da inoui gant ann amzer. Avechou all erfin ec’h en em ziskoueze dirazhi dindan furm eunn den, hag e veze zoken hardis aoualc’h evit kregi enn he dorn. Mes, dre ar iun hag ar bedenn ha dre nerz sin ar groaz, Valtrud a oue treac’h ato da holl ardou ann aerouant.
Ar brud euz he vertuziou a reaz da eur maread merc’hed iaouank hag intanvezed kaout avi ouz he feson da veva. Goulenn a rejont beza resevet enn he c’houmpagnunez evit deski ganthi skiant ar Zent. Valtrud ho resevaz hag evelse e teuaz he zi da veza eur gouent leanezed el leac’h ma rene ar peoc’h hag ar garantez evel ma renont etouez ann elez. Ar Zantez a oue ann abadez pe ar zuperiorez genta euz ar gouent nevez-ma.
Petra bennag m’e devoa lezet he danvez gant he bugale, Valtrud e deveze c’hoant bepred da rei eur zikour bennag d’ar beorien. Hogen; Doue a rekoumpansaz meur a vech he bolontez vad enn eur lakaat he arc’hant da greski pa felle d’ezhi ober aluzenn. Doue a ziskleriaz c’hoaz he zantelez dre viraklou all. Eunn droiad e oue digaset d’ezhi eur c’hrouadur hag a ioa prest da vervel: n’en doa debret tamm pevar devez a ioa. « — Enn han’ Doue, eme ar vamm geaz, lakit ho torn var va bugel, ha marteze e pareo. » Valtrud a reaz ar peza c’houlennet diganthi, ha kerkent ar c’hrouadur a bareaz.
Eur pennadik goudeze e oue digaset eur bugel all hag a ioa nevez ganet. Hema a ioa kersempl ha ken toc’hor ma’z oa aoun na varvche heb badiziant. Mes Valtrud a ra sin ar groaz varnhan, ha ker buhan ar c’hrouadur a ra eur skrijadenn, a laosk eur c’hri hag a zigor he zaoulagad. Ar bugel-ze a ieaz da velek pa oue deuet da veza braz hag a jomaz da goza var ann douar.
Santez Valtrud a varvaz er bloaz 686, e tro ann oad a dri-ugent vloaz, hag a-c’houdevez kear Mons e deuz choazet anezhi evit he fatrounez.
O veza merc’h da zaou zant, c’hoar da eur zantez ha pried da eur zant all, Valtrud n’oa ket evit mankout da veza santez he-unan. Euruz ann tad hag ar vamm o deuz ar joa enn heur ar maro da veza kelennet mad ho bugale, da veza desket d’ezho karet ha servicha Doue egiz ma’z eo dleet, ha da veza bet evitho eur skouer a bep seurt vertuziou ! Ha ne lezfent gant ho bugale ken heritach nemed hennez, ho bugale a vezo ato pinvidik aoualc’h ; rak Doue a skuillo he vennoz hag he c’hrasou varnho gant largentez, ha petra eo holl vadou ar bed-ma e skoaz bennoz ha grasou ann Aotrou Doue ?
r zant-ma a ioa ginidig euz ann Armenii, ha fillor da
eskop Antioch. Ober a reaz he studi gant he baeroun,
hag hema, o velet he skiant hag he vertuz, a
roaz d’ezhan ann Ursiou sakr. Goude ma oue beleget, e
tiskouezaz kement a aked da labourat evit silvidigez ann
eneou, ha kement a furnez enn he holl oberiou, ma
lavaraz eunn deiz ann eskop koz d’ar bobl : « — Gouzout
a rit ounn dija oajet; mad, var a gredann-me,
ar belek Maker a zo galvet gant Doue da veza eskop
var va lerc’h. Mar kirit eta lavaret d’inn e choazot
anezhan, me gavo easoc’h mervel. » Ar bobl a respountaz
raktal: « — Ia, ia, ni joazo Maker ; » hag evit
guir, goude maro he baeroun, Maker a oue hanvet da
eskop enn he blas.
Gouarn a eure he eskopti gant eunn dousder hag eur vadelez hag a c’houneze d’ezhan kalounou ann holl. Henvel oa ouz ar pastor mad a zo bepred var evez gant aoun na ve taget he zenved gant ar bleiz. Prezeg a rea bemdez, he-unan ez ea da velet ann dud klanv, hag he di oa ti ar beorien. Kement a druez en doa ouz ar re-ma ma tenne ann tamm euz he c’hinou evit hen rei d’ezho. Mes poan en doa gant eunn dra: re a henor a veze great d’ezhan, var he veno. N’oa ket evit gouzanv, dreist holl, e vije kemeret evit eur zant. Setu perak e roaz ann dilez eus he garg, hag o veza kuiteat Antioch dre guz, e teuaz gant tri pe bevar goumpagnoun da vizita ann Douar Santel.
Ann darn vrasa euz ar vro-ze a ioa d’ann ampoent etre daouarn ar Zarrasined, tud hag a heulie fals kredenn Mahomet. Maker ne espernaz netra evit gounit ann dud-ma da feiz Jezuz-Krist. Diskouez a reaz d’ezho sklear n’edo ket ar virionez gantho ; mes hi a ieaz enn egar o velet ne c’hellent ket respount d’ezhan, hag her c’hasaz d’ar prizoun. Eno e lakejont anezhan da c’hourvez var ann douar noaz, he zivreac’h astennet e kroaz; goudeze e stagchont he zaouarn hag he dreid oc’h tachou sanket enn douar, hag erfin e taoljont eur mean pounner var he stomok. Mes ar Zant a c’houzanvaz ar iudazerez-se gant kement a nerz kaloun ma oue souezet he vourrevien, ha meur a hini euz ar re-ma en em c’hreaz kristenien.
Maker a oue tennet euz he brizoun gant eunn eal, evel sant Per guech all, ha neuze e treuzaz ar mor evit dont enn Europ. Remerket en doa ne c’helle ket chom pell er memes plas heb beza istimet hag henoret, hag abalamour da ze e reaiz he zonj da dremen he vuez o vont euz ann eil bro d’eben, evit na vije ket amzer d’he anaout ha da ober stad anezhan. Erruout a eure evelse enn Allemagn hag er Beljik ; mes, kaer en devoa, he viraklou hen diskuille e peb leac’h.
Enn Azii en devoa great dija kalz burzudou ; mes enn Europ e reaz muioc’h c’hoaz. E Kologn, e pareaz he hostiz dioc’h ann drouk-sant ; e Kambre, doriou ann iliz a zigoraz dirazhan anezho ho-unan, hag e Malin e vougaz dre he bedennou eunn tan goall hag en devije devet kear holl pa n’efe ze. E Tourne, e kavaz eur rouestl hag eur freuz braz etouez ar bobl ; ann dud a ioa armet ann eil a enep egile, ha prest d’en em zrailla ha d’en em laza. Ar Zant en em lakeaz raktal entrezho, eur grusifi ganthan enn he zorn, hag a gomzaz outho gant kement a nerz ma taoljont ho armou a gostez ha ma’c’h en em unanjont var ann heur.
Kear Gand a oue ann termen euz he veachou. Eno ez eaz da loja da gouent Sant-Bavon, hag er gouent-ma e oue dalc’het hirra ma oue gellet. A benn diou vech goulskoude e falvezaz d’ezhan mont kuit; mes a benn diou vech ive e klanvaz p’edo dija enn hent, pe o lavaret kenavezo. Enn dro genta e pareaz, mes enn eil tro e krogaz ar vosenn ennhan. Eur maread tud a veze skubet bemdez gant ar c’hlenved-se, ken e kear, ken var ar meaz. Hogen, Maker a bedaz Doue d’he gemeret ha da espern ar re all, ha Doue a zelaouaz he bedenn. Mervel a reaz d’ann dek a viz ebrel euz ar bloaz 1012, ha kerkent ec’h ehanaz ar vosenn tro var dro.
Henoriou ar bed ha meuleudiou ann dud ne d-int e guirionez nemed avel ha moged. Setu perak ar zent holl o deuz tec’het dioutho muia ma c’hellent ; penaoz eta e c’hellit-hu ho c’haret ? Pegement e viot-hu guelloc’h evit beza henoret gant ar bed ha meulet gant ann dud, ma n’oc’h ket istimet gant Doue? Ha fors zo d’ehoc’h, er c’hountrol, beza disprijet gant ar bed ha goapeat gant ann dud, mar d-oc’h mignoun da Zoue ? Klaskit dreist peb tra plijout da Zoue enn hoc’h holl oberiou ; ar pez a reot evit plijout d’ar bed ha d’ann dud ne zervicho ket d’ehoc’h goude ar vuez-ma, pe ne zervicho nemed d’ho koundaoni ; mes ar pez a reot evit Doue a dalvezo d’ehoc’h er bed all eunn tenzor a c’hloar hag a bado da viken.
ant Leon a ioa ganet e Rom. O veza m’en devoa eur
spered lemm, e teuaz enn he iaouankiz da veza habil-braz
var skianchou ar bed ha var ar skianchou sakr.
« Galvet oa gant Doue, eme eur c’honsil, da c’hounit
viktoriou kaer var brezegerien ar gaou, hag abalamour
da ze ive Doue a lakeaz etre he zaouarn armou ann
deskadurez hag ar virionez. » Dre he furnez hag he
vouiziegez, e reaz kalz vad d’ann Iliz enn amzer ar pab
sant Selestin hag ar pab Sist III, ha goude maro ar pab-ma
e oue choazet evel ann dina da zelc’her he blas.
D’ar mare-ze, ez oa diouanet meur a fals kredenn etouez ann dud fidel, ken e broiou ar Zao-Heol, ken e broiou ar C’huz-Heol. Sant Leon ne espernaz netra evit karza ann Iliz euz ar c’hredennou faoz-se ha labourat a eure heb ehana, dre he gomzou ha dre he skridou, da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked. Bep vech ma felle d’ar re-ma sevel ho fenn, ar pab santel a zave ive he vouez, ha ne zalee ket da veza treac’h d’ezho.
E buez sant Selestin, on euz klevet Nestorius o lavaret ez oa daou bersounach e Jezuz-Krist, persounach Mab Doue ha persounach ann den. Varlerc’h Nestorius e teuaz eunn all hag a lavare, er c’hountrol ne oa e Jezuz-Krist nemed eunn natur. Hema a ioa he hano Eutiches, hag a oue koundaonet dioc’htu gant eskop Konstantinopl. Mes gounit a reaz eunn nebeut eskibien all hag a dorraz ar zetans a ioa bet douget enn he enep Neuze sant Leon en em glevaz gant ann impalaer evit asambli eur c’honsil e Kalsedoan. C’houec’h kant tregont eskop en em gavaz eno, hag a goundaonaz a nevez Eutiches enn eur ziskleria oa red anaout ez euz e Jezuz-Krist diou natur, natur Doue ha natur ann den. Ar pab a embannaz goudeze evel artikl a feiz ar pez a ioa bet diskleriet gant ar c’honsil.
Etre daou, eur roue paian hag hanter-c’houez a ioa saillet var ann Itali gant eunn arme vraz a baianed hag a dud hanter-c’houez eveldhan. Hano ar roue-ze oa Attila, ha Goalenn Doue he leshano. Hogen, Attila hag he arme ne respetent na sakr na dizakr, ha ne reant nemed devi ha laza dre ma’z eant; dija meur a gear a ioa bet lakeat gant-ho e poultr hag e ludu.
Pebez spount eta ne oue ket e Rom pa oue klevet lavaret oant erru di ! Ann holl, ann dud e karg evel ar bobl, a grene gant ho enkrez, ha ne c’houient e pe du trei pa deuaz eur zonj enn ho spered. « Eunn den hebken, emezho, a c’hell hor zavetei, hag ann den-ze eo ar pab. » Var gement-se e pedchont sant Leon da gaout truez outho ha da vont he-unan da c’houlenn gras evit Rom digant Goalenn Doue.
Sant Leon a ieaz raktal enn hent, leun a fizians e galloud hag e trugarez ann Aotrou Doue. Abarz en em ziskouez dirak Attila, e viskaz he ornamanchou sakr, ha goudeze e komzaz gant kement a nerz ouz ar roue digernez-se ma reaz d’ezhan trei krenn var he zeuliou hag en em denna kuit euz ann Itali. Soudarded Attila a ioa souezet o velet peger buhan en doa sentet ouz ar pab ; mes hen a respountaz : « — N’e ket rak ar pab eo em euz bet aoun, mes rak eunn all a ioa enn he gichen hag a c’hourdrouze va zreuzi gant he gleze noaz ma ne rajenn ket ar pez a lavare ar pab d’inn. » Kredi a reer eo sant Per a ioa evelse e kichen sant Leon epad ma komze oc’h Goalenn Doue.
Eunn droiad all goulskoude e oue kemeret kear Rom gant Jenserik, roue ar Vandaled, eur roue hag eur bobl all hag a ioa tost da vad ker kriz ha ker gouez hag Attila hag he arme. Sant Leon a ioa eat adarre da glask diarbenn ar roue-ze ; mez n’en doa ket gellet miret outhan da zont e kear ; obten a eure hebken ma vije lezet ho buez gant ann dud ha ne vije lakeat ann tan e nep leac’h. Ar Vandaled eta a reaz skrab e Rom epad pemzec dez dioc’hto, ha goudeze e tistrojont d’ann Afrik, a ioa kouezet etre ho daouarn eunn tachad a ioa, gant sammou aour hag arc’hant ha gant eur maread prizounierien.
Sant Leon a boaniaz da rapari ann drouk o doa great
ar Vandaled. Ne jome var ho lerc’h, kouls lavaret, nemed
ann douar noaz enn tiez hag enn ilizou : ar re-ma
a ioa bet laeret ive nemed diou, iliz sant Per hag iliz
sant Paol. Ar pab a bourveaz hervez he c’halloud da
ezommou ar bobl keaz ha da ezommou ann ilizou a ioa
bet laeret. Mes he vrasa aked a ioa ato da gelenn ann
dud fidel var ho deveriou ha var guirioneziou ar relijion.
Prezeg a rea bemdez da gristenien Rom abaoue m’oa bet
hanvet da azeza var gador sant Per, ha kristenien ar
broiou all a gelenne ive dalc’h-mad dre he liziri. Mervel
a eure d’ann dek a viz du euz ar bloaz 461, goude
beza gouarnet ann Iliz epad eur bloaz var’nn ugent.
D’ann unnek a viz ebrel euz ar bloaz varlerc’h e oue
chenchet plas d’he gorf, hag abalamour da ze e vez great
he c’houel da genver ann deiz-ma.
Sant Leon en deuz lezet dre skrid eur maread sarmouniou kaer, ha seiz-ugent lizer hag a ziskouez pegement a ioul en doa da velet feiz Jezuz-Krist oc’h en em skigna muioc’h-mui dre ar bed holl.
Da genta. — Tri seurt oberiou mad a zo : ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn. Dre ar bedenn e tostaomp ouz Doue, dre ar iun e kastizomp hor c’horf ha dre ann aluzenn e paeomp ar boan dleet d’hor pec’hejou.
D’ann eil. — N’ez euz nemed eunn dristidigez santel, ann hini a ra d’eomp gouela var hor pec’hejou hon-unan pe var bec’hejou ar re all.
D’ann trede. — Ar baourentez kristen a zo bepred pinvidik abalamour ma’z eo euruz gant ann nebeut e deuz.
D’ar pevare. — Seul-vui e fell da eur c’hristen beva hervez Doue, seul-vui e klask ann drouk-spered he zistrei.
r zant-ma a ioa euz a vouenn ar Gothed, eur bobl
gouez hag a ioa deuet euz a gostez ann Hanter-Noz
da draon ann Europ. Azalek he vugaleach en doa heuliet
ar relijion gristen, ha ken troet oa var ann devosion
ma labouraz hed he vuez da erruout enn huela pazenn
euz ar zantelez. He galoun a ioa distag-krenn dioc’h traou
ar bed, hag he vrasa plijadur oa kana enn iliz, ha delc’her
neat ha kempenn ann ornamanchou sakr. Ne
ehane da bedi noz-deiz, ha kastiza a rea ive he gorf dre
ar binijenn. Aketuz oa da holl deveriou he stad, ha ne
baoueze da zougen ar re all d’ar vertuz dre ann aliou
hag ar skoueriou mad a roe d’ezho.
Er bloaz 370, Athanarik, roue ar Gothed, en em lakeaz da ober brezel da gristenien he rouantelez. Ordren a eure d’ezho da genta dibri kig hag a ioa bet kinniget e Sakrifis d’ann idolou. Hogen, el leac’h m’edo Sabas o chom, ez oa paianed hag o doa c’hoant da zavetei ho buez d’ho c’herent kristen. En em glevet a rejont gant beleien ann doueou faoz evit lakaat rei d’ezho kig ordinal e plas ann hini a ioa bet kinniget d’ann idolou, ha neuze e leverjont d’ezho dibri ar c’hig-se evit ober ann neuz da zenti oc’h urs ar roue. Mes Sabas a ziskleriaz dirak ann holl oa pec’hed ann dra-ze, hag evelse e viraz ouz meur a gristen da goueza e rouejou ann drouk-spered.
Goudeze ec’h erruaz er geriadenn eunn offiser euz a berz ar roue evit ober eunn enklask piz euz ann dud fidel. Ar baianed a ioa prest da doui var ho le ne oa kristen ebed enn ho zouez.
Mes Sabas a redaz buhan d’ho c’haout, hag a lavaraz d’ezho : « — Arabad e d’ehoc’h toui evidon-me, rak evidon-me a zo kristen. » Ar baianed a douaz neuze ne oa nemed eur c’hristen er geriadenn. Kerkent offiser ar roue a ro urs da zigas ar c’hristen-ze dirazhan, ha setu Sabas ha mont heb aoun ebed. Ann offiser o veza goulennet hag eunn den pinvidik oa, ar baianed a respountaz n’en doa netra var he hano nemed ann dillad a ioa ganthan. Goude ar respount-ma, ann offiser ne c’houlennaz ket hirroc’h hag a lezaz Sabas da zistrei d’ar gear heb ober netra d’ezhan.
Mes er bloaz varlerc’h ar bersekusion a zirollaz adarre goasoc’h eget biskoaz. Tri devez goude Pask, Sabas a oue tennet euz he vele e kreiz ann noz gant eul vandenn zoudarded, ha treinet diarc’henn ha kouls lavaret enn noaz a dreuz ann drez hag ar spern. Ouspenn-ze ar zoudarded ne ehanent da skei ganthan a daoliou fouet hag a daoliou baz. Goulskoude, pa deuaz ann deiz, ne oa gouli ebed enn he gorf, hag he dreid n’oant ket ribinset zoken. « — Guelit, eme ar merzer kalounek d’he vourrevien, kaer oc’h euz bet, n’oc’h euz great drouk ebed d’inn. »
Ar mirakl-ma, e leac’h digeri ho daoulagad d’ar zoudarded, ne reaz nemed kreski ho c’hounnar. Staga a rejont Sabas a-istribill oc’h eunn treust, he zaouarn liammet adren he gein, ha goudeze e lakejont dirazhan kig hag a ioa bet kinniget e sakrifis d’ann idolou. « — Piou en deuz lavaret digas ar c’hig-se ama, eme ar Merzer ? » « — Athanarik, hor mestr, eme ar zoudarded. » « — Ho mestr ? eme Zabas ; evit lavaret mad, n’euz ken mestr nemed Doue ; rak hen hebken en deuz krouet ann env hag ann douar, ha kement tra a zo. »
Var gement-se, kabiten ar zoudarded a lavaraz d’ar re-ma mont da veuzi ar Merzeier ster Musovo. Pa ouent digouezet var ribl ar ster, ar zoudarded a vennaz argila. « — D’ober petra, emezho, lakaat ann den-ma d’ar maro ? Laoskomp anezhan da redet; Athanarik ne c’houezo ket petra on devezo great. » Mes Sabas a lavaraz d’ezho : « — Grit ar pez oc’h euz urs da ober; me vel emaer dija o c’hortoz va ene er baradoz. » Neuze ar zoudarded a grogaz er Merzer hag her stlapaz er ster. Pa oue eat he gorf d’ar goeled, ar zoudarded a zankaz c’hoaz beg eur gifflenn enn he stomok. He verzerenti a erruaz d’ann daouzek a viz ebrel euz ar bloaz 372 : ne oa c’hoaz nemed eiz vloaz ha tregont.
Nac’h ar feiz a zo zur eur pec’hed braz; mes ober ann neuz hebken ôVhe nac’h a zo pec’hed ive. ra vez hano euz ar feiz, ne c’heller morse chom etre daou : red eo he anzao pe he dianzao, red eo en em ziskleria evit Jezuz-Krist hag he Iliz, pe evit ann diaoul hag ar re a heul he genteliou. Ann nep ne gred ket a zo dija barnet, eme ann Aviel; mes ann nep en deuz mez pe aoun oc’h anzao ar pez a gred a vezo dianza-vet ive gant Jezuz-Krist da zeizar varn. Diouallit eta, ne lavarann ket hebken aa asanti gant enebourien ar relijion, mes c’hoaz da ober ann neuz hebken da asanti gantho ; evelse e rofac’h d’ho nesa eur skouer euz ar re falla, hag ann dra-ze a ve eur pec’hed braz euz ho perz.
ermenejild a ioa mab da Leovijild, roue Visigothed
Spagn. He dad a heulie fals kredenn ann Arianed,
hag hen a oue savet ive er relijion faoz-se. Mes dimezet e oue da Ingond, merc’h da roue ann Aostrazii e Frans,
hag aliou he bried ha prezegennou sant Leandr, eskop
Sevill, a reaz d’ezhan trei kein d’ann heretiked evit en
em ziskleria kristen katholik. He dad a ieaz enn egar pa
glevaz ar c’helou-ma, hag a gasaz eunn arme da ober
brezel d’ezhan; rak Hermenejild a ioa dija roue d’ann
ampoent. Evel on euz merket e buez sant Leandr, Leovijild
enn doa great teir lodenn euz he rouantelez : unan
en doa roet da Hermenejild, he vab kosa, eunn all da
Rekared, ann eil, hagann drede en devoa miret evithan.
Hermenejild en doa bet ann Andalouzii evit he lod, hag
a ioa o chom e Sevill.
Ar prins iaouank a zonjaz n’en doa ket a bec’hed oc’h en em zifenn a enep arme he dad, p’e guir oa roue kerkouls hag hen, ha ne reat brezel d’ezhan nemed abalamour d’he relijion. Mes koll a eure. Sevill a gouezaz etre daouarn he dad, hag eur gear all, el leac’h m’oa en em dennet goudeze gant tri c’hant soudard euz ann dibab, a oue kemeret ive gant Leovijild ha lakeat ann tan ennhi.
Hogen, Hermenejild a ioa tec’het da iliz ar gear-ze pa deuaz he vreur Rekared da lavaret d’ezhan en devije he c’hras digant he dad mar karje mont da c’houlenn pardoun outhan. Hermenejild a zentaz ouz he vreur hag a ieaz raktal d’en em strinka da dreid he dad. Leovijild a reaz ann neuz d’he bardouni, hag her briataz gant karantez hervez ann doare. Mes prest goude e roaz urs da lamet diganthan he vantell a roue, d’he garga a jadennou ha d’hen teuler er prizoun.
Hermenejild, o veza kollet ar rouantelez en devoa var ann douar, ne zonjaz mui nemed da c’hounit hini ann env. Tremen a rea he holl amzer o pedi Doue hag o kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Goulskoude he dad ne espernaz netra evit lakaat anezhan da zistrei da fals kredenn ann Arianed ; mes ar prizounier kalounek ne zelaouaz na gourdrouzou, na promesaou, hag a jomaz ato stard enn he feiz. N’euz fors petra veze lavaret d’ezhan, e kendalc’he da respount ar pez en doa bet skrivet d’he dad araok beza didronet : « — Anzao a rann, va zad, oc’h euz bet kalz a vadelez evidon; abalamour da ze ive me vezo leun a respet hag a garantez evidhoc’h betek va huanad diveza. Mes penaoz e fell d’ehoc’h ez afenn-me d’en em zaoni evit eur vogedenn a henor ? Prest ounn da vervel kentoc’h eget trei kein d’ar virionez goude m’en deuz great Doue d’inn ar c’hras d’he anaout. N’e ket just en defe eunn tad muioc’h ac’halloud var he vab eget lezenn Doue hag ar goustians. »
Etre daou, ec’h erruaz amzer Bask, ha Leovijild a lavaraz da eunn eskop heretik mont da gommunia he vab d’ar prizoun. « — Ma reseo ar gommunion diganehoc’h, eme ar roue, e vezo mignoun d’inn adarre. » Mes Hermenejild a gasaz ann eskop-se divar he dro. « — C’houi, emezhan, n’emaoc’h ket e guir Iliz Jezuz-Krist ha ne c’hellit konsakri korf hor Zalver nemed enn eur ober eur sakrilach ; biken ne resevinn ar gommunion euz ho torn. » Leovijild ne oue mui treac’h d’he gounnar pa glevaz ann dra-ze, ha setu hen ha rei urs da lakaat he vab d’ar maro. Ar bourreo a gavaz ar Zant var he zaoulin, hag a faoutaz d’ezhan he benn gant eunn taol bouc’hal. He verzerenti a erruaz d’ann trizek a viz ebrel euz ar bloaz 586. Enn noz varlerc’h e oue klevet ann elez o kana enn dro d’he gorf, ha lod a lavar e oue guelet ive enn he gichen goulou var elum ha n’oant ket bet lakeat eno gant ann dud.
Ar roue Leovijild en devoue keuz d’he dorfed goudeze, hag a anavezaz ar virionez euz ar relijion gatholik; mes, gant aoun rak he zujidi, ne gredaz ket dilezel fals kredenn ann Arianed. Mervel a eure eta heretik, goude beza lavaret da zant Leandr kelenn he vab Rekared evel m’en doa kelennet Hermenejild. Rekared avad a oue guell ganthan kerzet var roudou he vreur merzer eget kemeret skouer dioc’h he dad. Dilezel a reaz a-grenn fals kredenn ann Arianed, hag heb dale ar Visigothed holl a deuaz da veza kristenien katholik eveldhan.
Tad sant Hermenejild a anavezaz ar virionez euz ar relijion gatholik, ha goulskoude e varvaz heretik. Rekared, breur d’ar memes sant, a oue furoc’h: hema a oue guell ganthan kerzet var roudou he vreur eget kemeret skouer dioc’h he dad. Petra zervich d’ehoc’h anaout ar mad a dleit da ober ma n’her grit ket e guirionez ? Nemed brasoc’h pec’hed n’oc’h euz ken evelse. Ne heulit morse ar skouer fall, ha grit ar pez a zo enn ho kalloud evit heul ato, er c’hountrol, kement skouer vad a velot dirak ho taoulagad.
r zant-ma a ioa ganet e kear Naplouz er Palestin, hag
a heuliaz da genta relijion ar baianed evel he dad
hag he vamm. Tremen a reaz he iaouankiz o studia holl
skianchou ar bed, ha goudeze e savaz kement a c’hoant
ganthan da anaout ar virionez var ar pez a zell ouz Doue,
ouz ann den hag ouz ar vuez da zont ma’c’h en em lakeaz
adarre er skol gant ar philosophed brudeta euz he amzer.
Ar philosophed a ioa tud fur ha gouiziek var ho meno, ha goest da ziskouez d’ar re all hent ar furnez hag ar vouiziegez. Mes bez’ez oa meur a rumm anezho, hag ar rummou-ma n’en em glevent ket: ann eil a lavare ar c’hountrol euz ar pez a lavare egile. Lod a lakea ar furnez hag ar vouiziegez enn dra-ma, ha lod all ho lakea enn dra-hont. Justin en devoa eur spered ehun, hag a velaz dioc’htu ne oa he vistri nevez nemed glabouserien ha gaouiaded.
Ho c’huitaat a eure eta ann eil goude egile, nemed ann hini en doa choazet da ziveza: hema a blije d’ezhan aoualc’h pa erruaz eunn devez gant eunn den koz enn eur plas distro e kichen ar mor.
Justin a ioa eat di enn esper beza he-unan, ha pa remerkaz ann den koz, e c’houlennaz outhan petra glaske eno. Ann den koz a respountaz : « — Me zo nec’het gant mignouned d’inn ; pell zo n’em euz ket bet euz ho c’helou hag e klaskann anezho e kement korn zo. Mes c’houi, petra glaskit ama hoc’h-unan? » « — Me, eme Justin, a glask ar Virionez, hag abalamour da ze ounn en em lakeat er skol gant eur philosoph. » « — Mar d-eo ar Virionez a glaskit, eme ann den koz, n’e ket levriou na kenteliou ar philosophed eo he desko d’ehoc’h : n’he c’havot nemed er Skritur Sakr, eul levr hag a zo bet skrivet dre atiz ar Spered-Santel. Ar Skritur Sakr hebken a raio d’ehoc’h anaout ar guir Doue, en deuz krouet ann env hag ann douar, ha Jezuz-Krist, he Vab, a zo en em c’hreat den evit hor zavetei. »
Ar c’homzou-ma a ieaz doun e kaloun Justin, hag, heb dale,diskib ar philosophed a deuaz da veza eunn diskib fidel da Jezuz-Krist. He vuez a ioa henvel oc’h hini eur manac’h pe eunn ermit: ne ehane da bedi, kastiza a rea he gorf dre ar binijenn, hag ar Skritur Sakr a veze noz-deiz etre he zaouarn. Leac’h zo da gredi e resevaz ann Ursiou hag e oue beleget; rak he-unan e lavar enn tu bennag oa karget da gelenn ar boblou.
Ar pez zo sur eo, eur vech m’en devoue bet ann eur da anaout ar virionez, Justin ne espernaz nag he boan nag he amzer evit he rei ive da anaout d’ar re all. Skriva a eure meur a levr evit digeri ho daoulagad d’ar Iuzevien, d’ann heretiked ha d’ar baianed, enn eur ziskouez d’ezho sklear n’edont ket var ann hent mad. N’en doa aoun rak netra pa veze hano da zifenn ar feiz, hag evit kement-se e skrivaz a benn diou vech d’ann impalaered ho-unan. Ar vech genta e c’houlenne ma vije barnet ar gristenien hervez al lezennou, ha na vijent ket koundaonet heb abeg. « — Ar gristenien, emezhan, a vez koundaonet abalamour ma’z int kristenien ; mes ann dra-ze a zo a enep peb guir ha lealded : ne c’heller ket ho c’houndaoni ma n’o deuz great drouk ebed. »
Enn dro-ze, ar Zant a oue selaouet hag a obtenaz evit ann Iliz eur pennadik brao a beoc’h.
Mes ann eil guech ne obtenaz nemed kurunenn ar verzerenti evithan he-unan hag evit hiniennou euz he ziskibien. Ann archerien a grogaz ennhan hag her c’hasaz dirak gouarner Rom; rak pell a ioa oa deuet d’ar gear-ma da jom. Ar gouarner o veza goulennet outhan petra oa kredenn ar gristenien, Justin a respountaz : « — Kredi a reomp ez euz eunn Doue hag en deuz krouet kement tra a zo, ann traou a velomp hag ann traou ne velomp ket, ha kredi a reomp ive ez eo Jezuz-Krist Mab da Zoue hag e teui eunn deiz da vani ann dud holl. »
Neuze ar gouarner a lavaras d’ezhan : « — Kinnigit ezans d’ann doueou, pe me a lakai ho skourjeza azalek ar penn betek ann troad. » « — Joa e vo ganen, eme ar Zant, gouzanv eunn dra bennag evit Jezuz-Krist. » Var gement-se, ar gouarner her c’houndaonaz da veza dibennet goude ma vije bet da genta skourjezet betek ar goad, ha setu ar pez a oue great raktal. Ann dra-ma a erruaz e tro ar bloaz 167.
Enn hor bro-ni eur c’hrouadur seiz vloaz a c’hoar gUelloc’h petra eo Doue ha petra eo ann den eget na c’houie ar re habila etouez ar philo-sophed paian guech all. Perak ? Abalamour ar c’hrouadur-ze a zo kristen, nag en deuz dija desket lezenn Jezuz-Krist gant he dud. Je-zuz-Krist en deuz lavaret epad m’edo var ann douar : « — Me eo « ar Virionez. » Hogen, Jezuz-Krist a gomz ouzomp hirio dre vouez ann Iliz santel katholik. Gant ann Iliz katholik eta, ha ganthi hebken, ema ar virionez, hag ar fals doktored en em zav enn he enep ne d-int holl nemed glabouserien ha gaouiaded evel ar philosophed paian guech all.
nn daou zant-ma a ioa ginidik euz ar Pers. Tud a lignez
huel oant ho daou, mes muioc’h a istim a ioa
evitho c’hoaz abalamour d’ho vertuz eged abalamour
d’ho noblans. Ar vro-ze o veza kouezet etre daouarn ann
impalaer Des, ann impalaer-ma en em lakeaz da ober
brezel d’ar gristenien, ha Maksim hag Olempias a oue
kroget ennho gant ar re genta ha kaset dirak ann impalaer.
Des a ordrenaz skei gantho a daoliou baz ken na lavarjent ne oant mui kristenien; mes, kaer a oue ho
bazata, ann daou verzer a jomaz ato stard enn ho feiz.
Neuze ann impalaer a deuaz eur zonj all enn he spered. « Marteze, emezhan, ann aoun da goll ho danvez a rai d’ezho adori hon doueou. » Setu hen eta ha rei urs da Vaksim ha da Olempias da ziskleria d’ezhan pegement a zanvez o doa hag e pe leac’h edo ann danvez-se. Mes ann daou verzer a respountaz : « — Prins, n’on euz ken madou, na ken tenzor, nemed hor c’harantez evit Jezuz-Krist, hor Zalver; a hent all n’on euz netra er bed-ma nemed hor c’horfou, hag hor c’horfou a lakeomp a galoun vad etre ho taouarn evit ober anezho ar pez a gerot. Torrit, bruzunit, draillit, dispennit pe zevit hor c’horfou mar d-eo ho polontez ; ann dra-ze ne viro ket ouz hon eneou da vont da velet Doue d’ar baradoz ha da veza euruz ganthan da viken. »
Des a egare o klevet ar c’homzou-ma, hag a reaz lopa var ann daou gristen goasoc’h eget biskoaz, n’e ket hebken gant bizier, mes c’hoaz gant fouetou ploumm. Abarz ar fin goulskoude e oue renket ehana outho, ker skuiz oa ar vourrevien, hag e ouent kaset d’ar prizoun.
Prest goude, e ouent lakeat da c’hourvez var gueleou houarn ruziet ouz ann tan, ha ruillet ha diruillet var ar gueleou-ze ken a oa poaz ho c’horf tu ha tu. Mes hi, kennerzet gant gras Doue, a ioa bepred laouen e kreiz ar boan skrijuz o doa da zivoaska. Rei a reant zoken kaloun d’ho bourrevien, enn eur lavaret d’ezho : « — Dalc’hit mad! Arabad eo ehana ! Al labour a rit a zervich da greski hor mirit dirak Doue, ha da lakaat hon eneou da veza flammoc’h da vont d’ann env. »
Evelato ann impalaer a zavaz mez ganthan o sonjal
peger kriz oa bet e kenver Maksim hag Olempias, heb
gellout gounit netra varnho. O veza eta ne grede ket ho
feur-gas he-unan, e kargaz euz ann dra-ze Vitellius Anisius,
gouarner kear Korduenn. Hema a lavaraz skei
taoliou linvier var benn ann daou zant ken na laoskchent
ho huanad diveza, hag evelse ec’h achuaz erfin ho merzerenti
gloriuz d’ar pemzek a viz ebrel euz ar bloaz 251.
Mes ho maro ne vougaz ket ar gounnar en devoa Des outho. Ann impalaer a falvezaz d’ezhan c’hoaz miret na vijent enterret, hag ordren a eure ma vije lezet ho c’horfou enn eur park var ar meaz evit beza debret gant ar chas hag al loaned all. Mes al loaned o devoue muioc’h a respet evitho eged ann dud : ar chas a jome d’ho diouall, a harze evit ho difenn hag a gunude evit ober kanv d’ezho. A benn pemp devez, ann daou gorf santel a oue dastumet gant daou gristen euz ar Pers, ho hano Abdon ha Sennen. Ar re-ma ho zebeliaz enn ho zi hag ho enterraz goudeze gant kalz a henor. Abaoue, relegou sant Maksim ha sant Olempias a zo bet digaset e Frans, ha bez’ ez euz anezho e meur a iliz euz hor bro, dreist holl enn iliz Sant-Malo e Breiz hag enn iliz Liej er Beljik.
Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel: « —N’o pezet ket aoun rak ar re a lam he vuez digant ar c’horf, mes ne c’hellont ket laza ann ene ; o pezet aoun kentoc’h rak ann hini a c’hell ho kas dann ifern korf hag ene. » Ar Zent hag ar Verzerien o deuz bet sonj ato euz ar c’homzou-ze, ha setu perak ne reant keta fors hag e vije torret, bruzunet, draillet, dispennet pe zevet ho c’horf, gant ma’z aje ho ene d’ar baradoz, gant ma c’helljent savetei ho ene. Peur o pezo-c’houi ive muioc’h a aoun da goll buez hoc’h ene eget da goll buez ho korf, muioc’h a aoun da velet drouk oc’h erruout gant hoc’h ene eget da velet poan o koueza var ho korf ? Ar Verzerien ne ehanent da lavaret : « Ar maro mil guech kentoc’h eget nac’h hor feiz! » Peur e leverot-hu ive euz a greiz no kaloun hag evit mad : « Mil guech mervel kentoc’h eged offansi Doue dre eur pec’hed marvel hebken ! »
atern a ioa ganet e Breiz-Izel, e tro ar bloaz 358, euz
a dud a lignez huel. Mes disprijout a reaz gloar ha
madou ar bed evit en em rei holl da zervich Doue. Mont
a eure da ober he ermitach enn eur plas distro, hag eno
e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag o kastiza he gorf dre ar rusta pinijenn. Ar brud euz he vertuziou a
zigasaz d’ezhan meur a ziskib, hag enn ho zouez e remerker
sant Patris, abostol ann Irland, hag eur Patern
all hag a oue eskop e Guened var he lerc’h.
D’ar mare-ze, Konan Meriadek, kenta roue Breiz-Izel, a reaz sevel eunn eskopti e Guened, ha Patern a oue choazet evit gouarn ann eskopti-ma. Hogen, eur vech eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva. Kreski a eure zoken he iuniou, hag hirroc’h e chome da veilla enn noz. Bez’ez oa Tad ha Providans ann dud paour, hag he di a veze bepred digor d’ann estranjourien ha d’ann dremenidi. Ar pez a glaske dreist peb tra oa savetei ann eneou a ioa fiziet ennhan, ha lakaat ar feiz hag ann devosion da ren muioc’h-mui etouez ar bobl. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz ken dre he gomzou, ken dre ar skouer euz he vuez santel, ken dre he viraklou; rak Doue en devoa roet d’ezhan ive ann donezoun a viraklou.
Enn despet da gement-se, tud aviuz a gemeraz kaz outhan, ha ne ehanent da ober d’ezhan goasa a c’hellent. Patern a boaniaz epad pell amzer da c’hounit anezho dre he zousder hag he basianted; mes, o velet ne jenchent ket, ec’h heuliaz erfin ann ali-ma euz ann Aviel: « Pa viot goall gaset enn eur gear bennag, tec’hit da eur gear all. » Rei a eure ann dilez euz he garg, ha raktal e kuiteaz Guened evit distrei d’he ermitach. Eno ec’h ankounac’heaz fallagriez ann dud o veva adarre he-unan gant Doue, hag eno ive e varvaz e peoc’h ha leun a veritou e tro ar bloaz; 448, oajet a zek vloaz ha pevar-ugent.
Korf ar Zant a oue enterret el leac’h m’oa maro; mes heb dale ar miraklou a c’hoarveze var he vez a ziskouezaz ar c’halloud en doa enn env dirak Doue. Guenediz a oue lakeat nec’het gant eur zec’hor vraz hag a badaz tri bloaz dioc’htu. Ne c’hellent mui kaout netra enn ho douarou, ker kalet oant eat, Neuze e teuaz da zonj d’ezho euz a Batern. « — Mar karjemp, emezho, beza bet chentiloc’h enn he genver, ann eskop santel-ze en devije brema marteze sellet a druez ouzomp. » Var gement-se e c’houlennjont ma vije kaset korf ar Zant da Vened. Kaset e oue, ha kerkent ha mac’h erruaz e kear, e oue fin d’ar zec’hor. Ac’hano eo deuet ar c’hiz da bedi sant Patern pa vez ezomm glao.
Goudeze e oue savet eunn iliz nevez enn henor d’ar Zant, hag unan euz ar vourc’hizien o doa great ann heg outhan epad m’oa eskop a roaz a galoun vad plas da zevel anezhi var he zouar. Relegou Patern a jomaz pell enn iliz-ze ; mes divezatoc’h e ouent kaset da Frans gant aoun na gouezchent etre daouarn ann Normanded divadez. Enn amzer ar Revolusion vraz e ouent kemeret gant ann dud difeiz, ha taolet tamm ama, tamm ahont; goulskoude darn anezho a oue saveteet, hag iliz ar Zant e Guened e deuz hirio c’hoaz eul lodennik euz a benn he fatroun.
Tud aviuz a gemeraz kaz ouz rant Patern enn despet d’he zantelez ha d’he viraklou. Arabad e d’ehoc’h beza souezet gant ann dra-ze. Ne c’heller morse plijout d’ann holl, kaer zo, ha pa vezer o klask ober evit ar guella, e vezer tamallet ato gant unan bennag. Hor Zalver en deuz lavaret d’he ziskibien : « — Mar d-euz bet great goall vuez d’in-me, d’ehoc’h e vezo great ive; » hag ann abostol sant Paol en deuz lavaret goudeze : « — Ann nep a fell d’ezhan en em rei d’ann devosion enn eur gerzet var roudou Jezuz-Krist en devezo da c’houzanv a berz ann dud. » Mar oc’h euz enebourien hag a ra d’ehoc’h goasa a c’hellont, evel a reat da zant Patern, poaniit evel ar zant-ma da c’hounit anezho dre ho tousder hag ho pasiantet, ha ma ne deuit ket a benn d’hen ober, ho poan ne vezo ket kollet evit kement-se ; mes servichout a rai d’ehoc’h da greski ho mirit dirak Doue ha da greski ive dre eno ho rekoumpans er baradoz.
r zant-ma a ioa ginidik euz ar Sirii, hag a oue choazet
evit gouarn ann Iliz goude merzerenti sant Pi,
kenta euz ann hano. Enn he amzer ann dud fidel a oue
great goall vuez d’ezho adarre gant ar baianed, mes muioc’h a risk a ioa c’hoaz evitho da veza touellet ha gounezet
gant ann heretiked. Ar pennou braz etouez ar re-ma a
ioa en em zastumet e Rom evit klask ampouezouni ar
feiz enn he zoursenn, enn eur zevel kador ar Gaou e
kichen kador ar Virionez. Rom a ioa galvet gant Doue
da veza ar vestrez kear euz a rouantelez Jezuz-Krist var
ann douar, hag ar fals doktored-se o doa c’hoant da ober
anezhi ar vestrez kear euz a rouantelez Satan. Mes Aniset
a ioa eur pastor eveziant, hag he zaoulagad a veze
ato digor evit dizelel finesaou ann drouk-spered ha
labour he vevellien. Ne espernaz netra evit diarbenn ha
trec’hi ann heretiked, ha bez’en devoue ann eur da velet
ann dud fidel o trei kein d’ezho hag oc’h ober fae var
ho c’henteliou.
Doue a zigasaz d’he zikour ann tri zen brudeta a ioa neuze er bed katholik, sant Polikarp, Sant Justin, ha sant Hejezip. Sant Polikarp a deuaz da Rom da c’houlenn kuzul digant ar pab divar benn meur a dra hag a zelle ouz mad ar relijion, hag ann daou zant-ma a roaz ann dorn ann eil d’egile evit difenn guirioneziou ar feiz a enep prezegerien ar Gaou. Epad m’edo e Rom, sant Polikarp a reaz da eur maread heretiked dilezel ho c’hredennou faoz, enn eur rei testeni d’ezho oa kountrol ar c’hredennou-ze d’ar pez en devoa desket he-unan gant ann Ebestel.
Sant Justin a ioa dija e Rom pa oue hanvet sant Aniset da bap. Ar zant-se a ioa bet savet e relijion ar baianed; mes en em c’hreat oa kristen eunn tachad a ioa, ha goudeze oa en em dennet e Rom. N’en doa ken ioul nemed da skleraat d’he dro sperejou ar re all, hag evit kement-se e skrivaz meur a levr evel on euz dija guelet enn he vuez.
Sant Hejezip a deuaz ive da Rom enn amzer sant Aniset. Sant Hejezip en doa heuliet da genta relijion ar Iuzevien; mes ne zaleaz ket da anaout n’edo ket var ann hent mad, hag eur vech gounezet da Jezuz-Krist e poaniaz ive da zifenn ar feiz katholik ha dre he gomzou ha gant he bluenn. Chom a eure ugent vloaz e Rom, hag epad ann ugent vloaz-ma e lakeaz dre skrid ha dioc’h renk kement tra a ioa c’hoarvezet enn Iliz azalek pasion ha maro hor Zalver betek ann amzer ma veve he-unan. Mes al levr-se siouaz! a zo bet kollet goudeze.
Sant Aniset a echuaz he vuez dre ar verzerenti er bloaz 168, goude beza gouarnet ann Iliz epad unnek vloaz. He gorf a oue enterret e guered Kallist ha divezatoc’h e oue kaset da iliz sant Per.
Sant Aniset n’en doa ken ioul nemed da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. N’ez euz ket, hervez ann Aviel, kaeroc’h testeni a garantez.
Ar zent holl a zo bet joa gantho gouzanv eunn dra Dennag evit Doue ; ha prest oc’h-hu da ober eveldho ? Dioc’h ar pez a lavar ho kaloun var ar poent-ma eo eaz d’ehoc’h gouzout ar muzul euz ho karantez evit Doue. Ma ne fell d’ehoc’h gouzanv netra evithan, e c’heller lavaret n’her c’harit tamm; rak petra eo eur mignoun ha ne fell ket d’ezhan en em zieza ann distera evit ober plijadur d’he vignoun ?
r plac’h euruz-ma a ioa ganet e Paris er bloaz 1566,
hag a oue hanvet Barba var fount ar vadiziant. Evel
eunn eal oa enn he bugaleach, ha d’ann oad a unnek
vloaz e oue kaset d’ar skol d’ar gouent. A benn tri bloaz
goude, e savaz c’hoant ganthi da vont he-unan da leanez;
mes ne oue ket lezet gant he zud, hag e renkaz,
chom er gear. Hogen, beva a eure er bed evel pa ne
vije ket euz ar bed. Ne garie nag ann ebatou, nag ann
dillad kaer, hag he mamm a egare outhi aliez o velet
pegen dister ec’h en em viske.
Evit kaout peoc’h dioc’h he zud, e timezaz erfin da eunn dijentil hag a ioa dioc’h he doare ; rak eunn den a relijion oa hag eunn den devot zoken. Eur vech dimezet, Barba ne rea netra hep goulenn ali he fried; evit plijout d’ezhan e lakeaz dillad bravoc’h ha ker sentuz oa enn he genver ma teue dioc’htu euz ann iliz pa veze galvet gant-han ha pa vije bet dija ouz ann daol zantel prest da reseo ar gommunion.
Doue a roaz d’ezhi c’houec’h krouadur, tri mab ha teir merc’h, ha Barba, e c’hellit kredi, ne espernaz netra evit ober anezho bugale fur ha kristenien vad. Ho boaza a eure da zevel mintin, da lavaret ho fedennou asambles ha da vont d’ann offerenn goudeze. Merka a rea d’ezho ann amzer da labourat hag ann amzer da c’hoari, ha keit ha ma vezent o c’hoari pe o studia, e veze bepred he lagad o para varnho. N’ho c’huitea morse, kouls lavaret. Ho boaza a eure ive da ober aluzenn d’ar paour, ha difenn a rea out-ho en em glemm euz ho boued, pe euz ho dillad, pe euz ar zervicherien.
0 velet penaoz e save he bugale, lod a zonje e felle d’ezhi ho c’has holl da veleien pe da leanezed. Mes hi a respounte d’ar re a gomze d’ezhi euz ann dra-ze : « — Ar pez a glaskann hebken eo ma rai va bugale bolontez Doue. Ma vijenn bet rouanez, ha ma n’em bije bet nemed eur c’hrouadur, n’em bije ket miret outhan da vont da velek pe da vont d’ar gouent, ma vije bet galvet gant Doue. Ma vijenn bet paour, er c’hountrol, ha ma’m bije bet daouzek krouadur, n’em bije great da nikun anezho mont da velek pe d’ar gouent, ma ne vije ket bet galvet gant Doue. »
Ar vamm vertuzuz-ma a oue digollet er bed-ma zoken, euz ar boan e devoa kemeret gant he bugale: holl e rejont henor d’ezhi dre ho buez a skouer vad. He zeir merc’h a oue leanezed ho zeir enn urz ar C’harmelitezed, hag euz he zri mab, unan a ieaz da velek, eunn all a oue den a justis, hag ann trede, offiser. Ann den a justis hag ann offiser a oe ato ive tud a zoujans Doue evel ho breur belek hag ho c’hoarezed.
Mes Doue en em blij peurvuia o tigas kroaziou d’he vrasa servicherien; Barba e devoue he lod. Eunn devez, epad m’edo ouz taol, e teuaz ann hurcher da ober rins enn he zi ha da lamet diganthi beteg he asied hag he c’hador. He fried en devoa dastumet dle evit mad ar relijion, ha kement tra en doa a renke beza lakeat etre daouarn eunn tredeok da c’hortoz m’en devije paet ar pez a vanke. Tamallet e oue, ouspenn, da veza kemeret perz enn eunn torfed bennag a enep ar roue, ha koundaonet evit ann dra-ze da vont da jom pell dioc’h Paris.
Hogen, kroaziou ker pouner ne virjont ket ouz Barba da veza kel laouen ha kent pe laouenoc’h zoken. Ann amzer ma oue reuzeudik evelse a hanve he amzer vella: biskoaz, emezhi, ne oa bet eurusoc’h. Guir eo, Doue he c’honzole enn eur rei d’ezhi avechou eunn tanva euz a joaiou ar baradoz. Dont a reaz erfin a benn da ziskouez, dre desteniou sklear, oa gaou ar pez a ioa bet tamallet d’he fried ; hema en devoue eta kounje da zistrei d’ar gear, hag a c’hellaz kaout adarre danvez aoualc’h da veva hervez he renk goude beza paet he zle.
Barba a veze ato er penn araok pa veze hano a oberiou a zevosion pe a drugarez. He c’harantez evit ar beorien a ioa anavezet gant ann holl e Paris, hag ar roue hag ar rouanez a garge anezhi da ingala ho aluzennou. Hi eo a lakeaz sevel e Frans ar c’houenchou kenta euz a Urs ar C’harmelitezed, goude ar jenchamant kaer a ioa bet great en Urs-se gant santez Thereza, ha dre he ali ha gant he zikour e oue savet ive Urs ann Ursulinezed, a ra kement a vad enn hor bro dre ann deskadurez kristen a roont d’ar merc’hed iaouank.
Goude maro he fried, Barba a ieaz he-unan enn Urs ar C’harmelitezed, ha neuze e kemeraz ann hano a Vari ann Inkarnasion. Mes klanv oa dija d’ann ampoent, ha ne vevaz mui pell goudeze. Mervel a eure d’ann trivac’h a viz ebrel euz ar bloaz 1618, a greiz m’edot oc’h he noui, hag ar pab Pi VI he diskleriaz euruz er bloaz 1791.
Ar plac’h euruz-ma a voaze he bugale da zevel mintin ha da lavaret ho fedennou asambles. Merka a rea d’ezho ann amzer da labourat
hag ann amzer da c’hoari, ha n’ho c’huitea morse, kouls lavaret. Ouspenn-ze, ho boaze c’hoaz da ober aluzenn d’ar paour, hag e tifenne
outho en em glemm euz ho boued, pe euz ho dillad, pe euz ar zervicherien. Grit eveldhi, tadou ha mammou, hag evelse o pezo ive bugale
fur, bugale hag a rai henor d’ehoc’h er bed-ma da c’hortoz ma raint ho
kloar hag ho kurunenn er bed all.
ant Leon IX a ioa ginidik euz ann Alsas, hag a oue
hanvet Bruno var fount ar vadiziant. A-vihanik oa
douget d’ann devosion ha d’ar vertuz, ha d’ann oad a
bemp bloaz e oue lakeat er skol gant eskop Toul. Enn he
iaouankiz e oue flemmet gant eunn aer-viber, hag e oue
dare d’ezhan mervel; mes parea a eure dre virakl.
Pa oue, echu he studi ganthan, ez eaz da lez ann impalaer Konrad, a ioa kenderv gompez d’he dad. Eno e kendalc’haz da veva e doujans hag e karantez ann Aoitrou Doue. Ker fur oa, hag he zoare a ioa ker mad ha ker chentil, ma’z oa karet gant ann holl. Ann impalaer hag ann impalaeres ho-unan o devoa eunn istim vraz evithan, ha ne reant netra heb goulenn kuzul diganthan. Reseo a eure ann Ursiou sakr, hag a benn eunn tachad goude e oue hanvet da eskop e Toul, el leac’h m’en doa great he studi.
Ebarz er garg-se, Bruno a c’hounezaz adarre kalounou ann holl dre he humilite, he zousder hag he zantetez. Ne dremene devez ebed heb rei da zibri da eur maread peorien, hag he-unan e serviche anezho ouz taol. Bep vech ma lavare he offis, e tirede ann daelou euz he zaoulagad evel ann dour euz a ziou feunteun. O veza bet digaset e Frans da gaout ar roue Robert, e kaozeaz ker brao outhan ma lakeaz eur peoc’h paduz, n’e ket hebken etre ann impalaer Konrad hag hen, mes c’hoaz etre ho bugale.
Bruno en doa kement a zevosion evit sant Per ha kement a respet evit ar pab ma’z ea bep bloaz da Rom. Eur blavez, epad m’edo eno, ar vosenn en em lakeaz etouez ar re a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag ar re-ma a ioa ouspenn pemp kant anezho etre tud a iliz ha tud all. Ar Zant a oue rannet he galoun o velet peger buhan e vezet skubet gant ar c’hlenved-se; mes ne zaleaz ket da gaout louzou outhan. Souba a eure ar relegou a ioa ganthan er guin, ha kement den klanv a danvea ar guin-ma a veze pareet dioc’htu.
Goude maro ar pab Damaz II, Bruno a oue choazet evit delc’her he blas. Ar Zant a oue spountet pa glevaz ar c’helou-ze, hag a glaskaz a bep seurt digareziou evit pellaat diouthan ar zamm a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz. Mes, kaer en devoue, red e oue d’ezhan senti ouz bolontez Doue; rak, p’e guir oa bet choazet gant ann holl heb na vije nikun a enep, oa eunn dra sklear hag anat e felle da Zoue e vije pab.
Neuze e kuiteaz he eskopti hag e kemeraz ann hano a Leon IX. Eur vech azezet var gador sant Per, e labouraz heb ehana da lamet ar giziou fall ha da ziarbenn ann dizursiou hag ar c’hredennou faoz e kement korn a ioa er bed katholik. Asambli a eure meur a gonsil, ken e Rom, ken e leac’h all, hag e daou anezho e koundaonaz Beranjer, eur fals doktor hag a lavare n’ema ket e guirionez korf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jezuz-Krist e sakramant ann aoter. A drugare Doue, lavar ar fals doktor-ze a reaz kement a heuz d’ar gristenien euz he amzer ma oue nebeut anezho, eunn tri c’hant bennag da hirra, hag en em lezaz da veza touellet ganthan.
Ar pab santel n’en doa damant ebed d’he boan nag aoun ebed d’en em skuiza, pa veze hano euz a c’hloar Doue hag euz a zilvidigez ann eneou. Distrei a reaz meur a vech d’ann Allemagn ha dont a eure ive e Frans evit mad ar relijion hag ann Iliz. Hogen, e kement leac’h ma tremene, e pourvee da ezommou ann dud fldel, e konsakre ilizou nevez pe e stage induljansou kaer ouz ar goz, hag e lakea ar feiz da greski hag ar peoc’h hag garantez da ren muioc’h-mui er c’halounou.
Ann Normanded digernez o veza saillet var ann Itali,
Leon IX a c’houlennaz sikour digant impalaer ann Allemagn
evit ho c’has kuit. Mes arme ann impalaer a oue
trec’het gantho, hag ar pab he-unan a oue great prizounier.
Santifia a eure he brizoun dre ar bedenn, ar iun
hag ann aluzenn. Dougen a rea bepred eur c’houriz reun,
ha ne gouske nemed var eur pallenn a lede var zolier he
gambr, gant eur mean dindan he benn.
A benn bloaz e kouezaz klanv, hag e c’houlennaz beza kaset da Rom. Kaset e oue, rak ann Normanded a ioa leun a respet hag a istim evithan abalamour d’he zantelez. Pa erruaz eno, e reaz eur brezegenn d’ann eskibien ha d’ar veleien, ha daou zevez goude, d’ann naontek a viz ebrel euz ar bloaz 1054, p’edot o paouez he noui hag he gommunia, e varvaz a greiz trugarekaat Doue, oajet a zaou vloaz hag hanter-kant.
E sakramant ann aoter ema e guirionez korf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jezuz-Krist dindan spesou ar bara hag ar guin. Enn offerenn eo e teu Jezuz-Krist d’en em lakaat dindan ar spesou-ma dre ar c’homzou a lavar ar belek da vare ar Gorreou. Goude ar Gorreou, ne vez mui na bara, na guin var ann aoter : chenchet int e korf ha goad hor Zalver. Setu aze ar burzud heb he bar a c’hoarvez bemdez enn offerenn. Gant pebez devosion eta ne dleit-hu ket klevet ann offerenn! Pebez respet ne dleit-hu ket da gaout evit sakramant ann aoter, el leac’h m’ema e guirionez ho Toue, ho Salver hag ann hini a dle beza eunn deiz ho Parner !
gnes a ioa ganet e Montepulsiano enn Toskaan, er
bloaz 1274. A veac’h oa deuet enn oad da anaout
ann drouk dioc’h ar mad ma tiskouezaz ober fae var ar
bed hag he vraoigou. Ken troet oa var ann devosion ma
n’en em blije nemed o pedi Doue, ha ne oa c’hoaz nemed
nao bloaz pa c’houlennaz mont da zeur pe da leanez. He
zud a gasaz anezhi da eur gouent a ioa e kichen, ha ne
oue spountet tamm o velet ar vuez kalet a renet eno.
Chom a eure gant ar seurezed, hag heb dale e servichaz
d’ezho da skouer.
D’ann oad a bemzek vloaz, e oue kaset da eur gouent all a ioa nevez savet e Proseno, ha prest goude e oue hanvet da zuperiorez er gouent-se.
Agnes a zonjaz ne oa bet choazet evit eur garg ken huel nemed evit rei d’ezhi da anaout e tlie beza ato ar genta dre he zantelez evel ma’z oa ar genta dre he renk. Divar neuze eta e kreskaz he fedennou hag he finijennou, hag e poaniaz muioc’h eget biskoaz da veza bepred ann humpla etouez he c’hoarezed hag ann aketusa da viret reolenn he Urs.
Epad pell amzer e kouskaz var ann douar noaz, gant eur mean hebken dindan he fenn. Bemdez, kouls lavaret, e iune divar bara ha dour, ha kendalc’het e devije da veva evelse betek he maro pa n’efe ma oue difennet outhi gant he c’honfesour abalamour da eur goall glenved e devoa paket. Ar c’hlenved-ma ne zistagaz morse diouthi; mes n’en em jale ha n’en em glemme ket evit kement-se; ato, er c’hontrol, e veze laouen enn despet d’he nebeut a iec’hed.
Doue a gargaz Agnes a c’hrasou hag a zonezounou dreist-ordinal. Eur blavez, da c’houel Maria-Hanter-Eost, ar Verc’hez Vari en em ziskouezaz dirazhi gant ar Mabik Jezuz etre he divreac’h. « — Setu ama va mab, eme ar vamm benniget-se ; kemerit-hen ha lakit anezhan eur pennad var ho parlenn. » Ar Verc’hez a roaz d’ezhi, ouspenn, eur groaz vihan a ioa gant ar Mabik Jezuz enn dro d’he c’houzoug. Ar Zantez a zalc’haz bepred d’ar groaz-se evel d’ar c’haera tenzor a c’hellje beza kavet, hag he miret a reer c’hoaz hirio e kouent Proseno.
Agnes a lenne ar pez a veze muia kuzet e goeled ar c’halounou pe ar c’houstiansou. Nag a vech e lavaraz d’he c’hoarezed : « — Choui oc’h euz ar pleg fall-ma pe ar pleg fall-z-hont, diouallit rak ann dra-ze. » Hag ar pez a lavare a veze ato guir.
Eunn droiad edo o pedi evit unan euz a vadoberourien
he c’houent pa velaz ann drouk-spered oc’h ober he
blas d’ann den-ze enn ifern. Ar Zantez a jomaz mantret
o velet kement all; mes ne oue ket pell souezet, rak Doue
a roaz da anaout d’ezhi n’en doa great ann den-ze konfesion
vad ebed tregont vloaz a ioa. Raktal e kemennaz
d’ezhan lakaat urs enn he goustians dre eur gonfesion
jeneral. Ar pec’her paour a zentaz outhi, hag en devoue
ann eur goudeze da gaout eur maro mad.
Tad Montepulsiano, o klevet hano euz ar burzudou a rea Agnes, a skrivaz d’ezhi da zistrei d’he bro. Ar Zantez a respountaz e tistroje mar karjent pilat eunn ti a zizurs a ioa tost da gear, ha sevel eur gouent evithi enn he blas. He c’henvroiz a reaz ar pez a c’houlenne, hag Agnes a ieaz da jom d’ar gouent nevez o doa savet goude beza bet kounje digant ar pab.
Eno e tremenaz ann nemorant euz he buez, ato pasiant ha joaiuz ekreiz he foaniou, hag ac’hano ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou, d’ann ugent a viz ebrel euz ar bloaz 1314. Kerkent e c’hoarvezaz adarre eur mirakl kaer : ar vugaligou a ioa c’hoaz enn ho c’havell a embannaz he maro euruz enn eur lavaret : « — Ar seur Agnes, superiorez santel ar Gouent Nevez, a zo o paouez mont d’ar baradoz.»
Ober a c’heller konfesionou fall, pe gonfesionou nul, e meur a feson : da genta, o nac’h, o kuzat pe o c’holo eur pec’hed marvel bennag enn dribunal euz ar binijenn ; d’ann eil, o vankout da glask ar pec’hejou abarz mont da govez ; d’ann trede erfin, o reseo ann absolvenn heb kaout eur guir geuz hag eur guir glac’har da veza offanset Doue. Ann nep en defe great konfesionou fall, pe gonfesionou nul, enn unan pe unan euz ann teir feson-ze a zo red d’ezhan ober eur gonfesion jeneral, da lavaret eo, a renk kovez a nevez kement pec’hed marvel en deuz great abaoue ann dro genta n’en deuz ket koveseat mad, da vihana mar chench konfesour ; rak, ma ne jench ket a gonfesour, e vezo aoualc’h d’ezhan diskleria ar pec’hejou en deuz nac’het pe lezet da govez dre he faot. Ma n’oc’h euz great morse konfesion jeneral ebed, grit unan kenta ma c’hellot gant aoun n’o pefe avechou lezet eur pec’hed marvel bennag da govez dre ho faot, pe gant aoun n’o pefe ket bet ato eur guir geuz hag eur guir glac’har da veza offanset Doue.
r zant-ma a ioa ganet e kear Aost enn Itali, hag a
oue kelennet mad gant he vamm enn he vugaleach.
Ken devot oa dija d’ann oad-se, ha ken troet var ar studi, ma n’oa ket diez divinout e vije eunn deiz eur
zant hag eunn doktor braz. Ne oa c’hoaz nemet pemzek
vloaz pa c’hoanteaz mont d’ar gouent; mes he dad a viraz
outhan ; rak he dad a ioa eur goall den hag eunn
den ha n’en devoa nemeur a relijion.
Prest goude, e varvaz he vamm, ha neuze e teuaz a nebeut a nebeut da glouaraat e servich Doue. Ne oa mui ken aketuz d’ar bedenn, lezel a eure re a gabest gant he dechou fall, hag ar re-ma hen dougaz ha heul ar bed hag he blijadureziou, ha da ren zoken eur vuez direol ; mes ann dra-ze ne badaz ket pell.
O veza m’en doa kalz da c’houzanv a berz he dad, Anselm a guiteaz ar gear dre guz evit en em denna e Frans. D’ann ampoent, ne oa ken hano dre ann Europ nemed euz a skol abati ar Bek enn Normandi. Ann ioul da veza habil a reaz d’ezhan mont di da zelaou kenteliou eur mestr euz he vro. Hogen, eno edo Doue ouz he c’hedal. Mez a zavaz ganthan o sonjal e poanie kement da zeski ha ken nebeut d’en em zantifia. Chench a eure enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas, ha goudeze e c’houlennaz beza resevet etouez ar venac’h euz ar gouent. Resevet e oue, ha kerkent e stagaz gant kement a herr d’ar bedenn, d’ar studi ha d’ar binijenn, ma ne zaleaz ket da zervichout da skouer d’ann holl venac’h all.
Ker boaz oa da iun ma ne gave mui saour ebed gant ar boued. Goude beza tremenet ann deiz holl oc’h ober ar pez a verke d’ezhan reolenn he Urs pe he zuperiored, e tremene c’hoaz eunn darn vraz euz ann noz o vedita, hag a greiz medita e skuille eur mor a zaelou. Abarz nemeur e oue hanvet he-unan da zuperior. Ann dra-ma a lakeaz lod euz ar venac’h da c’hrosmolat. « —Anselm, emezho, a ioa c’hoaz re iaouank evit beza savet ken huel. » Mes ar superior nevez ne oue ket pell evit gounit kalounou ann holl dre he zousder, he humilite hag he basianted.
Ar brud euz he zantelez hag euz he zeskadurez a redaz keit dre ar bed ma’z oa istimet, n’e ket hebken gant ar rouaned hag ann eskibien, mes c’hoaz gant ar pab sant Gregor VII. Ar pab-ma, o veza goall-gaset ha trubuillet a bep tu, a skrivaz d’ezhan eul lizer evit erbedi ann Iliz hag en em erbedi he-unan d’he bedennou.
Anselm a ioa anavezet ive e Bro-Zaoz, ha goude maro arc’heskop Kantorberi, e oue choazet evit delc’her he blas. Ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se; mes plega a renkaz erfin, kaer en devoue gouela ha lavaret nann. O veza eskop, e labouraz heb ehana da lakaat urs e peb tra enn he eskopti. Prest oa ato da zifenn guiriou ann Iliz heb aoun ebed rak ar rouaned. A benn diou vech ez eaz da Rom da velet ar pabed euz he amzer, hag e kement leac’h ma tremene e veze digemeret gant kalz a henor.
Var fin he vuez ar zant-ma a oue pell klanv, hag epad ar c’houec’h miz diveza e rea he zougen bemdez d’ann iliz evit klevet ann offerenn; rak he-unan ne c’helle mui offerenna. Mervel a eure e peoc’h d’ann 21 a viz ebrel euz ar bloaz 1109, oajet a chouezek vloaz ha tri-ugent. He gorf a oue enterret e kathedral Kantorberi, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl. Sant Anselm en devoa dreist peb tra eunn devosion dener evit pasion Jezuz-Krist hag evit ar Verc’hez Vari. Skrivet en deuz eur maread levriou kaer evit kelennadurez ann dud fidel, hag abalamour da ze ar pab Klemant XI a lakeaz anezhan e renk ann doktored er bloaz 1720.
Da genta. — Evel koustians ar re fall ne baouez d’ho bourrevi, koustians ar re vad, er c’hountrol, a zo evitho eur zoursenn a joa hag a blijadur.
D’ann eil. — Ann nep ne laka ket he boan da vont ato var vellaat a zo e riskl d’en em goll.
D’ann trede. — Ann den ourgouilluz a gount he oberiou mad d’ar re all; mes ann den vertuzuz a guz he re.
D’ar pevare. —- Kemeret lorc’h gant ar grasou a resever digant Doue a zo danjeruz-braz. Seul-vui a c’hrasou oc’h euz resevet, seul-humploc’h e tleit beza.
D’ar pemped. — Ma ne deufe ket ann drouk-spered da denti ann eneou santel, e vent marteze e riskl d’en em goll dre ar foug a ve ennho ; mes seul-vui ez int tentet, seul-vui ec’n en em humiliont ha seul-vui ive e plijont da Zoue.
ant Soter a ioa ganet e kear Fondi e rouantelez Napl,
hag a oue hanvet da bap goude maro sant Aniset.
Enn he amzer ez oa eur rummad heretiked nevez hag a
ioa seul-danjerusoc’h m’o devoa doare da ren eur vue
kalet ha pinijennuz. Tertullian, unan euz ar brasa sperejou
a ioa neuze, a oue touellet gantho siouaz d’ezhan!
Ann heretiked-se a lavare e tlie ar merc’hed ober lod euz
a labour ar veleien enn iliz.
Evit trouc’ha berr var ar poent-ma, sant Soter a zifennaz, ouz ar guerc’hezed santel zoken, kregi enn ezansouer epad ann offisou, ha touch ouz ar c’haliriou hag ouz al lien sakr a vez da dosta d’ezho.
D’ar mare-ze, e oue great adarre goall vuez d’ar gristenien dre urs ann impalaer Mark-Aorel. Hogen, sant Soter en devoa eur guir galoun a dad evit ann holl dud fidel, ha ne esperne netra evit ho c’hrenvaat er feiz hag ho zikour enn ho ezommou. Pa gleve hano euz a eur re bennag hag a ioa reuzeudik ha truezuz ho stad, e poanie dioc’htu da zastum. muia ma c’helle a aluzennou da gas d’ezho, dreist holl mar d-oant bet lakeat er stad-se abalamour d’ho relijion; ha d’ar re a deue d’he gaout da Rom e rea bepred eunn digemer leun a vadelez hag a garantez.
Etre daou, poblou gouez euz a gostez ann Hanter-Noz a bakaz Mark-Aorel hag he arme e kreiz koajou ha meneziou ar Bohem, hag a stankaz ann hent outho a bep tu. Ann impalaer hag he zoudarded a zonje dija oa great gantho; rak dare oant gant zec’hed ha ne c’hellent mont e nep leac’h da glask dour da eva. Mes etouez ar zoudarded ez oa eur maread kristenien. Ar re-ma en em strinkaz d’ann daoulin da bedi ann Aotrou Doue, ha kerkent e oue guelet koummoul teo o sevel enn oabl ha glao braz oc’h ober. Ar Romened o devoue evelse dour aoualc’h da derri ho zec’hed ha da rei da eva d’ho c’hezek. Hed ar c’helc’h a rea ho enebourien enn dro d’ezho n’e ket glao eo a ioa, mes kazarc’h, luc’hed ha kurun. Ar boblou gouez-se, dallet gant ann tan hag ar c’hazarc’h ha spountet gant trouz ar gurun, ne ouent mui goest d’en em zifenn a-enep arme Mark-Aorel, hag houma a c’hounezaz varnho eur viktor euz ar re gaera.
Ann impalaer, o veza bet he-unan test euz ar mirakl-ma, a ordrenaz lezel hiviziken ar gristenien e peoc’h. Mes, evit doare, ne zalc’haz ket d’he c’her pe ne oua ket sentet outhan; rak, a benn tri bloaz goude, sant Soter he-unan a oue merzeriet e Rom, d’ann 22 a viz ebrel euz ar bloaz 177. Pevar bloaz nemed nao devez a ioa abaoe m’edo o c’houarn ann Iliz.
Sant Kaius a ioa kar d’ann impalaer Dioklesian, hag a oue choazet evit pab d’ar seitek a viz kerzu euz ar bloaz 283. Hogen, Dioklesian a felle d’ezhan lamet euz ar bed betek ann hano a gristen; enn he amzer eta e oue great hu var ann dud fidel, evel var loened gouez, goasoc’h eget biskoaz, ha sant Kaius a renkaz chom dindan guz keit ha ma oue pab, kouls lavaret.
Eur zulvez ez eaz da offerenna da di eur c’hristen pinvidik hag en doa eur maner var ar meaz. Holl dud fidel Rom a ioa en em zastumet eno, hag ar Zant a gomzaz outho evelhenn : « — Doue a anavez ervad sempladurez ann den, hag a verk d’ehoc’h diou feson da ziskouez ho feiz. Ann diou feson-ze eo tec’het kentoc’h eged he nac’h, pe skuill ho koad evit he difenn. Ar re ac’hanhoc’h o deuz aoun n’o defe ket ann nerz da c’houzanv ar verzerenti a c’hell en em denna er maner en deuz mestr ann ti-ma var ar meaz, hag ar re all a jomo ganen-me e kear. »
Kaius hag ar gristenien a ioa chomet ganthan e Rom a dremene ho holl amzer o pedi, o iun hag o vouela, evit obten digant Doue ar c’hras da reseo kurunenn ar verzerien. He reseo a rejont peb hini d’he dro, ha tro ar Zant a erruaz d’ann 22 a viz ebrel euz ar bloaz 296. Gouarnet en doa ann lliz epad daouzek vloaz, pevar miz hag eunn nebeut deveziou, ha douget eul lezenn evit miret na vije sakret den eskop nemed resevet en devije dija ann Ursiou munud, ann Urs a abostoler, ann Urs a avieler hag ar velegiach.
Euz ann tregont pab, pe var dro, a zo bet epad ann tri c’hant vloaz kenta euz an Iliz. n’euz nemed daou hag a ve maro enn ho guele ; ar re all a zo bet holl merzeriet evit ar feiz. Epad ann amzer-ze ive, goad ar gristenien a rede ato e korn pe gorn euz ar bed, ha p’edo ann ïmpalaer Dioklesian var ann tron, e c’heller lavaret e poullade e peb leac’h. Mes ar gristenien a iea neuze d’ar maro evit Jezuz-Krist evel ma’z eer brema da eur fest; rak gouzout a reant ne oa netra ar poaniou o devije da c’houzanv e skoaz ar c’hloar hag ann dudi a ioa ouz ho gortoz enn env. Troit ive aliez ho spered hag ho kaloun varzu ar baradoz, hag evelse ar pez a gavit brema tenn na pounner a deui da veza eaz ha skanv evidhoc’h.
r zant-ma a ioa eunn offiser a renk huela euz a arme
ann impalaer Dioklesian. Araok dougen eul lezenn
a varo a enep ar gristenien, Dioklesian a c’houlennaz
kuzul digant ar re a ioa da dosta d’ezhan. Hogen, Jorj
hebken hen dizaliaz da ober ar pez en doa lakeat enn he
benn, Jorj hebken a ziskleriaz ne dliet ket klask trabas
ouz tud ha ne oa netra da damall d’ezho.
Ann impalaer a ziskredaz dioc’htu oa Jorj kristen he-unan p’e guir e tifenne ker brao kaoz ar gristenien. Ann offiser kalounek hen anzavaz, hag a lavaraz da Zioklesian : « — Guell e ve d’ehoc’h, Prins, adori ive ar guir Doue ; rak bez’ o pefe diganthan eur rouantelez hag a dal mil guech hirroc’h eged ann hini oc’h euz brema. »
Ann impalaer a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ze, hag a reaz kas Jorj d’ar prizoun. Antronoz ec’h ordrenaz he lakaat e kreiz eur rod hag a ioa tachouigou moan ha lemm e diabarz ennhi, ha trei ar rod-ma enn dro d’he gorf ken na vije roget ha dispennet-holl. Mes Jorj a oue kennerzet gant eur vouez euz ann env, hag ar vouez-se a lavare : « — N’az bez aoun rak netra, me zo ganez. » Er memes amzer eunn den guisket e guenn ha skeduz evel ann heol a astenne he zorn varzu ennhan evit ober sin dezhan da zelc’her mad. Meur a baian a oue gounezet d’ar feiz o velet ar basianted hag ar joa a ziskouezaz ar merzer santel epad m’edot oc’h he vourrevi enn eur feson ken didruez.
Goulskoude Dioklesian a glaskaz c’hoaz he zeseo dre bromesaou kaer, ha setu Jorj ha respount d’ezhan : « — Mar kirit, Prins, ni ielo d’ann templ da velet ho toueou. » Ann impalaer a gredaz e felle d’ann offiser kristen kinnig ezans d’ann idolou, ha raktal e kemennaz d’ar senatourien ha d’ar bobl en em gaout enn templ evit beza test euz ann dra-ze. Pa ouent erruet eno, ar Zant a dosteaz oc’h idol Apollon, hag a c’houlennaz outhan enn eur astenn he zorn : « — Choant ac’h euz da veza henoret ganen-me evel Doue ? »
Enn eur gomz evelse, e reaz sin ar groaz ha kerkent ann idol a respountaz : « — Me n’ounn ket Doue ; n’euz ken Doue nemed ann hini a adorez, te. » « — Perak eta, eme Jorj, e kredez chom ama dirak eunn den hag a ador ar guir Doue ? » Ker buhan e oue klevet iouc’hadennou hag huanadennou klemmuz o tont euz ann idolou, hag ar re-ma a gouezaz a herr d’ann douar, hag a oue bruzunet e mil damm.
Neuze beleien ann doueou faoz a lakeaz ar bobl da grial ouz ann impalaer oa poent trouc’ha he c’houzoug d’ar sorser-ze, evel a lavarent, ha Dioklesian a goundaonaz ar Zant da veza dibennet. He varo euruz a erruaz d’ann 23 a viz ebrel euz ar bloaz 303.
Etouez ann offiserien a ioa da dosta d’ann impalaer Dioklesian, ne oue nemed sant Jorj hag a gredaz difenn kaoz ar gristenien. Ha c’houi oc’h euz ato eveldhan difennet ar virionez, heb aoun ebed rak ann dud pa c’hellac’h ha pa dliac’h hen ober ? Ha n’oc’h euz-hu ket avechou lezet pe zikouret teuler ar beac’h var ann dud paour ha dister evit jout d’ar re vraz ha pinvidik ? Ann dra-ma a zell, dreist holl, ouz ar re a vez karget da ziazeza ann taillou enn eur barrez. Ann diazezourien-ze a dle diouall da lakaat re a veac’h da unan ha re nebeut da eunn all ; red e d’ezho delc’her ar valans enn ho dorn evit ingala ann taillou hervez stad ha danvez peb hini, heb anaout neuze na kar na mignoun, nag enebour. Ma rafent gaou ouz unan bennag gant ho gouiziegez, e renkfent digoll ho-unan ann hini m’o defe great gaou outhan. Eunn devez a zeui, e vezint pouezet ha muzulet d’ho zro gant ar memes pouez hag ar memes muzul ma vezint bet en em zervichet anezho e kenver ar re all.
ant Fidel a ioa ganet e kear Sigmaringen enn Allemagn,
er bloaz 1577. He hano badiziant oa Mark.
Dija epad medo oc’h ober he studi, e kastize he gorf dre
ar binijenn : dougen a rea bepred eur c’houriz reun ha
ne eve morse banne guin ebed. Goude beza great he
philosophi e skolach Fribourg er Suis, e oue resevet
doktor. Neuze tri zijentil iaouank euz ar vro her pedaz
da vont gantho da ober eur bale dre holl rouanteleziou
ann Europ, ha Mark a ieaz var bouez ma vije kemeret
evit eunn tad hag eur mignoun kentoc’h eged evit eur
mestr.
Epad ar veach-se, e kendalc’haz da ren eur vuez kristen ha devot. Aketuz oa ato da dostaat ouz ar zakramanchou da zul ha da c’houel, ha pa errue enn eur gear bennag, he vrasa plijadur oa bizita ann ilizou ha chom eno meur a heur dioc’htu var he zaoulin da adori Jezuz-Krist e sakramant ann aoter. Redet a rea ive d’ann hospitaliou da lavaret eur gomz vad bennag d’ar re glanv, ha kement a druez en doa ouz ar beorien ma roe d’ezho avechou lod euz he zillad.
Mark a zistroaz d’ar gear a benn c’houec’h vloaz, ha goudeze e oue alvokad eur pennad e kear Kolmar enn Alsas. Ar brud euz he vouiziegez hag euz he lealded a reaz da galz a dud lakaat ho fizians ennhan. Ar pez a glaske dreist peb tra oa ma vije roet he vir da bep hini, d’ar paour evel d’ar pinvidik. Mes aoun en doa d’en em goll er stad-se, hag e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h.
Da genta goulskoude e c’houlennaz reseo ann Ursiou sakr, hag eur vech belek e viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Fransez e kouent Fribourg. Neuze e kemeraz ann hano a Fidel, ha superior ar gouent a reaz d’ezhan eur zarmoun gaer var ar c’homzou-ma euz ar Skritur Sakr : « Bezit fidel betek ar maro, ha me aroio d’ehoc’h ar gurunenn a vuez. » Bez’e oue e guirionez fidel betek ar maro.
Ebarz er gouent ar Zant a greskaz he bedennou hag he binijennou. Ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhan da vervel gant ann naoun, hag epad ann azvent hag ar c’horaiz e iune bemdez divar bara ha dour hag eunn nebeut frouez seac’h. Pa oue echu he deoloji ganthan, e oue karget da rei misionou er Suis, ha goudeze e oue kaset, euz a berz ar pab, da vroar Grizoned.
Tud ar vro-ze o devoa dilezet ar relijion gatholik evit heul fals relijion ar brotestanted. Mes Fidel a labouraz eno evel eunn abostol, ha dre ann nerz euz he gomzou e lakeaz heb dale eur maread heretiked da zigeri ho daoulagad d’ar virionez ha da guitaat ho c’hredennou faoz. Lod anezho goulskoude a jome ato aheurtet, hag a gemeraz kement a gaz ouz ar Zant ma rejont ho zonj da lamet he vuez diganthan.
Fidel ne c’houlenne ket guell eget skuill he c’hoad evit ar feiz, ha pell a ioa e pede bemdez ann Aotrou Doue da rei d’ezhan ar c’hras da veza merzer. He bedenn a oue selaouet erfin. Eunn devez ez eaz da brezeg da vourg Sevis, petra bennag ma c’houie e tlie mervel enn deiz-se. Epad m’edo enn iliz, e oue laosket eunn tenn varnhan, mes ne oue ket tizet. Goudeze e teuaz kuit, ha var ann hent ec’h erruaz ganthan eunn ugent soudard protestant bennag : eur ministr a ioa er penn araok.
« — Te eo eta, eme unan euz ar zoudarded, ann den
diskiant a fell dezhan ober ar prophet. Lavar ne
d-oud nemed eur gaouiad.
— N’em euz prezeget nemed ar virionez, eme ar Zant. Ar pez am euz klasket rei d’ehoc’h da gredi eo ar pez o deuz kredet ho tadou koz.
— N’emaomp ket ama evit koll hon amzer, eme eur zoudard all. Protestant e fell d’id beza eveldomp-ni, ia pe nann ?
— Digaset ounn bet enn ho touez, eme ar misioner kalounek, evit lakaat ac’hanhoc’h da zilezel ho kredennou faoz, ha nann evit heul va-unan ar c’hredennou-ze. »
Kerkent eur zoudard a zistagaz ganthan eunn taol sabrenn, hag e oue pilet d’ann douar. Mes sevel a reaz adarre enn he za, ha neuze ec’h en em strinkaz d’ann daoulin hag e lavaraz, enn eur zellet ouz ann env hag he zivreac’h astennet e kroaz : « — Pardounit d’ezho, va Doue ! Tud dall ma’z int, ne c’houzont ket petra reont. Va Zalver Jezuz, o pet truez ouzinn ! Mari, mamm da Jezuz, sikourit ac’hanon! »
Ar c’homzou-ma a oue he gomzou diveza. Eunn taol sabrenn all a faoutaz he benn outhan, ha raktal e kouezaz a stok he gorf, beuzet enn he c’hoad. Gant aoun na vije ket c’hoaz maro-mik, ar zoudarded hen treuzaz gant ho c’hlezeier hag a drouchaz d’ezhan he c’har gleiz. He verzerenti gloriuz a erruaz d’ar 24 a viz ebrel 1622.
Epad c’houec’h vloaz ma oue o veachi, ar zant-ma ne vankaz morse
da dostaat ouz ar zakramanchou da zul ha da c’houel. Nag a gristenien a zo hirio hag a lez a gostez, n’e ket hebken ho devosionou, mes
c’hoaz ho deveriou a relijion, pa vezont pell dioc’h ar gear hag avechou zoken pa n’o deuz great nemed mont er meaz euz ho farrez!
Pe seurt feiz o deuz eta ar gristenien-ze ? Ne c’houzont-hi ket ema Doue
e peb leac’h, hag e tleont e peb leac’h he anaout evit ho Mestr, evit
ann hini en deuz ho c’hrouet hag a zalc’h bepred ho buez etre he
zaouarn ? N’euz fors pegeit e veac’h dioc’h ar gear da zul ha da c’houel
berz, bezit fidel ato da gonzakri ann deiziou-ze da zervich Doue hervez ho kalloud; bezit fidel ato dreist peb tra da glevet ann offerenn
enn deiziou-ze.
r zant-ma a ioa ganet er Judee
euz a lignez Levi, hag a oue
gounezet d’ar feiz goude m’oa pignet
hor Zalver Jezuz-Krist enn
env. Kredabl eo sant Per he-unan
a reaz eur c’hristen anezhan; rak
sant Per hen hanv « he Vab », hag
her c’hasaz ganthan da Rom evit
beza he zekretour. E Rom eo e skrivaz
sant Mark he Aviel, evit ober
plijadur d’ann dud fidel. Ar re-ma
o doa c’hoant da gaout dre skrid ar
pez o devoa klevet gant sant Per,
ha sant Mark a verkaz ann traou-ze
d’ezho enn eul levr. Al levr-ma a oue lennet goudeze
enn iliz dre urs ann abostol.
Etre daou, sant Per a guiteaz Rom evit mont da ober eur bale d’ann Azii, ha sant Mark, dioc’h he gostez, a skoaz etrezek ann Afrik. Prezeg a eure eno gant kalz a frouez epad daouzek vloaz. E kement leac’h ma tremene, ar baianed a vruzune ho-unan ho idolou, a bile ho guez sakr hag a zave aoteriou enn henor d’ar guir Doue. Erruout a reaz evelse enn Aleksandrii, ar gear-benn euz ann Ejipt hag ann eil gear euz ar bed.
Pa erruaz er gear-ze, sant Mark a ioa toull he votez,
hag a roaz anezhi da zresa da eur c’here hanvet Anian.
Hema en em c’hlazaz gant he vinaoued hag a laoskaz eur
griadenn. « Aiou, va Doue ! » emezhan. Sant Mark a
gemeraz tro ac’hano da zeski d’ezhan n’ez euz e guirionez
nemed eunn Doue, evel en doa anzavet he-unan en he
griadenn; rak n’en doa ket lavaret: « Aiou, va doueou! »
mes : « Aiou, va Doue! » Goudeze e pareaz he zorn enn
eur lakaat eunn tamm pri varnhan.
Dre anaoudegez vad evit ar Zant, ar c’here her pedaz da jom da leina enn he di. Chom a eure, ha goude beza kelennet Anian var misteriou ar feiz, e vadezaz anezhan hag eur maread re all asambles ganthan. Heb dale e oue kement a gristenien e kear Aleksandrii ma savaz sant Mark eunn eskopti er gear-ze dre ar c’halloud en doa bet evit kement-se digant sant Per, ha pa’z eaz adarre da brezeg e leac’h all, e lakeaz ar c’here Anian da eskop enn he blas.
Goulskoude ar baianed aheurtet a egare o velet niver ann dud fidel o kreski bemdez. Ouz ann Avieler santel dreist holl edo ho c’hounnar; rak gouzout a reant oa hen en doa digaset ar relijion gristen er vro. Sant Mark eta o veza distroet da Aleksandrii, ar baianed-se a reaz ho zonj da lamet he vuez diganthan. Ar Zant a c’hellaz kuzat outho eur pennad; mes kavet e oue abarz ar fin epad m’edo oc’h offerenna, ha kerkent e oue kroget ennhan, lakeat eur gordenn d’ezhan enn dro d’he c’houzoug, ha goudeze e oue stlejet dre ruiou kear hedann deiz var bouez ar gordenn-ma.
Dioc’h ann abardaez e oue taolet er prizoun. Hogen, e kreiz ann noz, eunn eal a deuaz d’he gaout a berz Doue, hag a lavaraz d’ezhan : « — Mark, servicher Doue, hoc’h hano a zo skrivet var al levr a vuez; lakeat e viot e renk ann Ebestel ha biken ne viot ankounac’heat: ann Elez a zigemero hoc’h ene er baradoz hag ho relegou a vezo henoret var ann douar. »
Ar Zant a respountaz enn eur astenn he zaouarn etrezek ann env : « — Mil bennoz d’ehoc’h, va Doue ! Plijet ganeoc’h beza trugarezuz emc’henver. » Neuze Jezuz he-unan en em ziskouezaz enn he gichen enn eur lavaret : « — Mark, va Avieler, ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Ar Zant a respountaz : « — Va Zalver benniget ! » ha goudeze velaz mui netra.
Antronoz-vintin, ar baianed hen treinaz adarre dre ar ruiou hag er meaz euz a gear, a dreuz ar vein hag ar c’herrek, kenn a laoskaz he huanad diveza. He varo presiuz a erruaz d’ar 25 a viz ebrel euz ar bloaz 68.
Da genver ann deiz-ma e reer e peb leac’h eur prosesion solanel enn eur gana litaniou ann Holl Zent. Ar prosesion-ze, evel hini ar Rogasionou, a vez great evit diarbenn justis Doue, pellaat diouzomp he voaligner ha tenna he vennoz var madou ann douar.
Prosesion sant Mark, evel hini ar Rogasionou, a vez great e peb leac’h evit diarbenn justis Doue, pellaat diouzomp he voaligner ha tenna he vennoz var madou ann douar. Netra guell eta eget kemeret perz er prosesionou-ze. Ann nep ho heulio gant devosion ne gollo ket sur he amzer; rak obten a rai digant Doue a bep seurt grasou evit he ene, hag obten a c’hello ouspenn, mar ped a vir galoun, iec’hed evit he gorf, chans gant he loaned hag eost mad enn he zouarou. Pennou-tiegez divar ar meaz, it eta d’ar prosesionou-ze muia ma c’hellot, ha ma n’e ket eaz d’ehoc’h mont hoc’h-unan, kasit ato da vihana unan bennag euz ho ti.
ant Klet a ioa ginidik euz a Rom, hag a oue ann eil
pab goude sant Per. Sevel a reaz pemp parrez var’nn
ugent e Rom, hag e peb hini anezho e lakeaz eur belek
evit kelenn ann dud fidel ha maga ho eneou dre ar zakramanchou.
Bez’e oue ar pab kenta a skrivaz ar c’homzou-ma
e penn he liziri: « Salud ha bennoz abostolik. »
Goude beza gouarnet ann Iliz epad daouzek vloaz, seiz
miz ha daou zevez, e resevaz ar gurunenn a verzerenti
enn amzer ann impalaer Domisian, d’ar 26 a viz ebrel
euz ar bloaz 85.
Sant Marsellin a ioa ive euz a Rom, hag a oue choazet
evit pab goude maro sant Kaius. Hogen, ann dra-ma
a ioa enn amzer ann impalaer Dioklesian, enebour touet
d’ar gristenien. Marsellin o veza bet paket a oue kaset
da dempl ann doueou faoz, hag eno e kemeraz kement a
aoun hag a spount o klevet ar gourdrouzou a reat d’ezhan,
ma kinnigaz ezans d’ann idoiou. Mar d-eo kouezet eur
pab ker santel enn eur faot ker braz, piou ne dle ket
krena ha difiziout euz he nerz he-unan?
Goulskoude Marsellin ne zaleaz ket, evel sant Per, da gaout keuz d’he bec’hed. Gouela hag hirvourdi a rea noz-deiz o sonjal er skouer fall en doa roet, ha setu hen ha mont da Zinuesa el leac’h ma’z oa eur c’honsil pe eunn asamble a eskibien. En em ziskouez a eure dirak ann asamble-ze gant eur zae reun enn dro d’he gorf hag eur guiskad ludu var he benn, ha kerkent ec’h anzavaz he dorfed a vouez huel enn eur skuill eur mor a zaelou. Mes nikun euz ann eskibien ne gredaz he goundaoni. « — N’e ket d’eomp-ni eo barn ac’hanhoc’h, emezho, mes hoc’h-unan e tleit beza ho parner ; rak ar pab ne c’hell beza barnet gant den. Per en devoue ive ar zempladurez oc’h euz-hu bet; mes enn eur vouela d’he bec’hed evel a rit-hu, ec’h obtenaz pardoun digant Doue : esper oc’h euz eta da veza pardounet eveldhan. »
Marsellin o veza distroet da Rom a ieaz rak ehun da gaout ann impalaer, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Perak oc’h-hu bet fallakr aoualc’h evit ober d’inn-me kinnig ezans d’ann idolou ? Anaout a rann hirio em euz great eunn dra heuzuz dirak Doue, ha prest ounn, evit rapari va faot, da c’houzanv n’euz fors pe seurt tourmanchou ha da skuill betek ar berad diveza euz va goad. » Dioklesian a egare oc’h he glevet, hag a ordrenaz raktal he zibenna asambles gant tri gristen all. He verzerenti a erruaz d’ar 26 a viz ebrel euz ar bloaz 304. He gorf ha korfou ann tri merzer all a jomaz, dre urs ann impalaer, c’houec’h devez ha tregont heb beza enterret. Abarz ar fin, sant Per a gemennaz da zant Marsell ho dastum, hag ar sant-ma ho enterraz gant henor e guered Prisill. Ar pab sant Marsellin en doa gouarnet ann lliz epad seiz vloaz, unnek miz ha tri deve var’nn ugent.
N’euz fors e peger braz pec’hed e veac’h bet kouezet, arabad eo d’ehoc’h morse dizesperi. Doue a zo ato prest da rei d’ehoc’h ar pardoun euz ar pec’hed-ze var bouez ma tistroot outhan gant guir glac’har d’he veza ofranset. Ar c’hlac’har goulskoude n’e ket aoualc’h : red eo, ouspenn, anzao ho faot hag he rapari hervez ho kalloud. Sant Marsellin a anzavaz he hini dirak eunn asamble a eskibien, hag her raparaz goudeze dre ar verzerenti. Doue ne c’houlenn ket kement au diganehoc’h. Nann, n’ho kalv ket peurvuia da rei d’ezhan testeni ar goad. Ne c’hed ket ive e kovesafec’h dirak ann holl. Meur a zizurs zo ha ne ve ket mad ho diskleria evel-se. Ar pez hebken a c’houlenn diganehoc’h eo ma kovesaot ho pec’hed da eur belek enn he bart he-unan e tribunal ar binijenn, ha ma raparot hiviziken dre eur vuez a skouer vad ar skoueriou fall a c’hellfac’h beza roet enn amzer dremenet. Anez ar jenchamant-se a vuez, n’o pezo great nemed ober ann neuz da zistrei ouz Doue.
ita a ioa ganet teir leo dioc’h kear Luk enn Itali,
ha merc’h da eunn den paour divar ar meaz. Ker modest
ha ker chentil oa enn he bugaleach ma’z oa henvel
ouz eunn eal. D’ann oad a zaouzek vloaz, ez eaz da
zervicha da di eunn Aotrou euz a gear a ioa he hano Fatinelli,
ha chom a eure eno betek he maro, da lavaret eo,
epad tost da hanter-kant vloaz. Eur c’hoar d’ezhi a varvaz
ive evel eur zantez, mes hi a oue c’hoaz treac’h d’he
c’hoar.
O veza ma’z oa paour he-unan, Zita e devoa evit ar beorien eur garantez hag eunn deneredigez a vamm. He c’houmanant ha kement guennek a c’helle da gaout a hent all a ioa evitho. He flijadur oa dreist holl mont d’ho guelet pa vezent klanv, hag evit ober vad d’ezho e tiouere neuze ar pez e deveze ezomm he-unan. Doue he zikouraz meur a vech da ober aluzenn. Eunn devez, eunn tremeniad dare gant ar zec’hed ha feaz gant ann dommder a bedaz anezhi da gaout truez outhan. Zita a oue lakeat nec’het-maro ouz he glevet, rak n’e devoa netra d’ann ampoent. Abarz ar fin e lavaraz d’ezhan : « — Gortozit eunn tammik, » ha setu hi d’ar red d’ar puns da gerc’had eur podad dour. Hogen, ann Tremeniad a jomaz mantret pa stagaz he benn ouz ar pod : ann dour a ioa chenchet e guin, hag e guin ar seurt n’en doa tanveat biskoaz.
Aliez, e leac’h dibri he boued, Zita a roe anezhan d’ar paour. He guele a leze ive gant ar paour, hag hi a gouske var ann douar pe var eur plankenn. Dous hag humbl oa e kenver ann holl nemed e kenver ann dud fall ; pa felle d’ar re-ma en em ziskouez evit ar pez ma’z oant, e teue dioc’htu da veza rust ha drouk. Eunn droiad, e sankaz he ivinou e bizach eur mevell euz ann ti abalamour m’en doa klasket he zreina enn despet d’ezhi var hent ann dishonestiz. Rak ar pec’hed vil edo he brasa aoun, hag evit en em ziouall dioc’h ar pec’hed-se ne ehane da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. Sevel a rea bemdez mintin mad, hag araok ma vije savet den all ebed, ez ea da glevet ann offerenn da eunn iliz hag a ioa stag oc’h ti he mestr.
Ann oberiou-ze azevosion hag a drugarez ne virent ket ouz Zita da veza bepred aketuz da holl deveriou he stad. Morse ne oue guelet dilabour, hag ober a rea dioc’htu hag heb grougnal kement tra a veze lavaret d’ezhi. Pa remerke o deveze he mistri drouk outhi pe ouz eunn all bennag, ec’h en em strinke d’ho zreid da c’houlenn pardoun, petra bennag n’e ket hi a veze kaoz. Kement all a vertuz a c’hounezaz kaloun ann Aotrou hag ann Introun, hag a reaz d’ezho beza leun a istim hag a respet evit ho fla’h pe ho matez.
Eur blavez, da noz Nedelek, Zita a ioa o vont d’ar pelgent hervez he c’hustumm. Hogen, kriz oa ann amzer, hag he mestr a lavaraz d’ezhi: « — Penaoz ez ez-te d’ann iliz, ker ien ha ma’z eo ? Daoust ha ne ket guelloc’h d’id chom ama da lavaret da bedennou ? Da vihana, mar fell d’id mont d’ann iliz, kemer va mantell-me da joucha da ziouskoaz : houma a zo tomm. Zita a gemeraz ar vantell, hag hi kuit: « — Diouall avad, e he mestr, na lezfez ar vantell-ze gant eunn all. « — Ia, ia, eme ar plac’h ; bezit sur, Aotrou, ho mantell ne vezo ket kollet. »
A veac’h erruet enn iliz, Zita a vel eur paour keaz ha n’oa ket hanter-zillad enn dro d’ezhan, hag ar paour-ze a c’hrosmole goustadik hag he zent a strake gant ar riou. Kerkent, setu Zita d’he gaout. « — Petra c’hoare ganehoc’h, emezhi, ma klemmit evelse? » Ann den keaz a astennaz he zorn da douch ouz he mantell. « — Ah ! eme Zita, ouz ar vantell-ma oc’h euz avi ? Mad, delit-hi ha dalc’hit anezhi betek fin ann offis. Neuze avad c’houi he roio d’inn, ha me ho kaso da di va mestr el leac’h ma vezo great tan d’ehoc’h da domma. »
Pa oue echu ann offis, Zita a glaskaz ar paour e kement korn a ioa enn iliz; mes n’her c’havaz e nep leac’h. Red e oue d’ezhi eta distrei d’ar gear heb ar vantell. Labour klevet skandal e devoue pa erruaz dirak he mestr ; mes hi a lavare ato e teuje ar vantell. enn dro. E guirionez, prest goude, eunn den a zoare he digasaz da Zita enn eur lavaret mil bennoz Doue d’ezhi. Fatinelli, o veza guelet ann den-ze euz he brenest, a c’hoanteaz kaozeal ganthan; mes araok zoken m’en doa bet amzer da zigeri he c’hinou, ann den-ze a ioa eat kuit evel eul luc’hedenn.
Zita a ioa bet ato dous e kenver ar re all; setu perak ar maro a oue ive dous enn he c’henver. Tremen a reaz, heb angouni hag heb poan ebed, kouls lavaret, d’ar 27 a viz ebrel euz ar bloaz 1278, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eun devosion dreist-ordinal. Raktal e oue guelet eur steredenn gaer, skedusoc’h eged ann holl stered all ha skedusoc’h zoken eged ann heol, o para azioc’h kear Luk, hag er memes amzer ar vugale a grie dre ar ruiou : « — Zita, ar zantez a ioa e ti Fatinelli, a zo maro. » Goulskoude n’o doa klevet ar c’helou-ze gant den. Red e oue d’ar veleien gortoz meur a zevez abarz ober ann enterramant, kement a brez a ioa enn dro d’ar c’horf. Ann holl a felle d’ezho tostaat outhan ha kaout eunn tamm euz a zillad ar Zantez. — Kear Luk e deuz a-c’houdevez choazet santez Zita evit he fatrounez.
Merc’hed iaouank, a renk mont da zervicha, kemerit skouer dioc’h ar zantez-ma. Enebit a zoare oc’h tud ann ti mar klaskont ober d’ehoc’h pec’hi. Euz ann nebeut a c’hounezit diouerit eul loden gant ar paour. Bezit devot evel Zita, mes er memes amzer bezit ato aketuz da holl deveriou ho stad. Grit dioc’htu hag heb grougnal kement tra a vezo lavaret d’ehoc’h. Evelse e viot ive istimet gant ho mistri, hag ar pez a zo guelloc’h c’hoaz, evelse e plijot da Zoue hag e c’hounezot ar baradoz.
aol ar Groaz a ioa ganet enn Itali a dud a lignez huel.
Doue hag ar Verc’hez-a ziskouezaz dre verkou anat e
tlie beza eunn deiz eur zant braz. Enn noz ma teuaz er
bed, e oue gueled eur sklerijenn gaer ha burzuduz o
para e kambr he vamm, ha goudeze, o veza kouezet
enn eur ster zoun d’ar mare ma’z oa c’hoaz krouadurik,
e oue saveteet he vuez d’ezhan gant ar Verc’hez.
Kenta implij a reaz euz he skiant a oue trei he galoun varzu Jezuz stag ouz ar groaz. Eunn dudi oa evithan medita var basion hor Zalver, hag evit saouri guelloc’h ar blijadur-ze ec’h en em voazaz abred da gastiza he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou. Bep guener e kemmeske vestl ha guinegr gant ann dour pe ar guin a eve.
Kement a ioul en doa da veza merzer ma lakeaz he hano da vont gant soudarded Veniz da ober brezel d’ann Turked, ha setu hen enn hent prest goude ; mes Doue a roaz da anaout d’ezhan, a greiz m’edo o pedi, oa galvet da heul eunn arme santeloc’h, ann arme a zo he labour difenn ann Iliz ha santifia ann dud. Kuitaat a eure eta ar vicher a zoudard evit distrei d’ar gear.
Neuze e oue aliet da zimezi. Kaout a rea eur fortun
euz ar re gaera, eur vaouez euz ar re fura, hag holl danvez
he dad a ioa d’ezhan dioc’htu mar karje. Mes Paol
n’en doa ken sonj nemed da gerzet var roudou Jezuz
stag ouz ar groaz, ha raktal e troaz kein d’ar bed evit
beva hervez kuzuliou ann Aviel.
He eskop o veza roet d’ezhan eur zae dister, great gant mezer groz, Paol a resevaz ar zae-ze evel eunn tenzor euz ann env, hag he guiskaz gant joa. Goudeze ez eaz da Rom da studia ann theoloji; rak aoun en doa ne vije ket c’hoaz desket aoualc’h var ar skianchou sakr. E Rom e oue beleget gant ar pab Beneat XIII, ha neuze ec’h en em dennaz var eur menez el leac’h ma savaz eur goumpagnunez nevez a venac’h hag a reer Pasionisted anezho. Ar venac’h-ma a zo guisket e du hag a zoug merkou ar basion var ho dillad. Ar Verc’hez Vari he-unan e devoa lavaret d’ar Zant kemeret ar viskamant-se. Ar goumpagnunez nevez e devoue mil boan er penn kenta; mes kreski a reaz bepred gant sikour gras Doue, ha guelet e oue tud euz ann nopla goad oc’h en em lakaat ennhi.
Ar reolenn a vuez en doa roet ar Zant d’he venac’h a oue kavet mad gant ar pab. Hogen, hervez ar reolenn-ze, ar venac’h a dlie, ouspenn ann tri veu ordinal, ober veu c’hoaz da brezeg dreist peb tra var basion ha maro hor Zalver. Paol hag he Vreudeur a viraz ato ar veu-ma, ha ne c’houfe den niveri ar bec’herien, ha zoken ann heretiked hag ann dud n’o doa tamm feiz na tamm relijion ebed, o deuz gounezet evelse da Zoue. Ar Zant a brezege gant kement a garantez ha kement a nerz er memes amzer ma tirolle da lenva a greiz he zarmouniou, ha kerkent ar re a veze oc’h he zelaou a lenve ive asambles ganthan, hag a c’houlenne pardoun ouz Doue gant guir geuz d’ho fec’hejou, n’euz fors pegen aheurtet ha peger kaledet e vijent bet diagent.
Kaloun Paol ar Groaz a ioa evel eur forn goret dre ann
tan euz a garantez Doue, hag ann tan-ma a ioa ker krenv
ma veze devet he roched var he gerc’henn ha ma teue
he gostou da c’houeza. N’oa ket evit lavaret ann offerenn
heb beza beuzet enn he zaelou, abalamour ann
offerenn a zigase da zonj d’ezhan euz a basion hag euz
a varo Jezuz-Krist. Aliez e veze douget a spered betek
ann env var diouaskell ar garantez, hag avechou zoken
he gorf a veze dibradet dioc’h ann douar; neuze he benn
a veze skeduz evel ann heol.
Doue her c’hargaz a bep seurt grasou dreist-ordinal. Rei a rea da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont, koumpren ha parlant a c’helle langachou ha n’en doa desket biskoaz, ha bez’en doa ive ann donezoun a viraklou. Mes, petra bennag m’oa karet gant ar pabed ha respetet gant ar veleien ha gant ann dud fidel, Paol en em gemere ato he-unan evit eunn den ha n’oa mad da netra, evit eur pec’her paour hag a ioa din da veza breset etre treid ann dud ha zoken etre treid ann drouk-sperejou.
Beva a reaz koz-koz, ha mervel a eure erfin e Rom er bloaz 1775, goude beza aliet he Vreudeur er feson ann denera da zelc’her mad d’ar stad santel m’oant bet galvet d’ezhan gant Doue. Ar burzudou a c’hoarvezaz var he vez a reaz d’ar pab Pi Nao he ziskleria euruz hag he lakaat goudeze e renk ar Zent.
Muioc’h a virit zo, var a lavar santez Thereza, o vedita var basion ha maro hor Zalver eget na’z euz o iun divar bara ha dour. E guirionez, n’euz netra guelloc’h evit rei d’eomp da goumpren pegement a garantez en deuz bet Doue evidomp ha pegement a garantez a dleomp da gaout evithan d’hon tro. Kasit eta ho spered, aliesa ma c’hellot, da ober eur bale d’ar jardin olived, da di Gaiphas ha da di Bilat, ha dreist holl var menez Kalvar. Eno e velot petra en deuz great ha gouzanvet eunn Doue dre garantez evidhoc’h, ha petra dleit da ober ha da c’houzanv hoc’h-unan dre garantez evithan.
r zant-ma a ioa ganet e Veroonn, el Lombardi, e tro
ar bloaz 1205. He dad hag he vamm a ioa heretiked
ho daou; mes dre chans e oue lakeat er skol gant
eur mestr hag a ioa kristen katholik, hag ar mestr-ma
her c’helennaz ervad var guirioneziou ar relijion.
Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa c’houlennaz unan euz he eontred diganthan : « — Ac’hanta, Perik, petra
ec’h euz desket er skol ? » « — Simbolenn ann Ebestel, »
eme ar paotr; ha setu hen raktal ha lavaret he
Gredo difazi. « — Bah! eme he eontr n’e ket Doue eo en
deuz krouet ann env hag ann douar ann diaoul eo. »
« — Ann diaoul! eme Berik ; nann, Doue hebken eo en
deuz great euz a netra ann env hag ann douar. »
Goudeze e oue kaset da Vologn da ober he studi. Eno e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h, ha p’edo o ren he c’houezek vloaz, e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik. Resevet e oue, ha kerkent e poaniaz, n’e ket hebken da gerzet var roudou ar venac’h all, mes c’hoaz da veza treac’h d’ezho holl dre he zevosion hag he spered a binijenn.
O veza bet beleget, Per a oue karget da rei misionou dre ann Itali. Hogen, prezeg a eure gant kement a frouez ma ne c’houie den niveri ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue, hag ann heretiket a lakeaz da guitaat ho c’hredennou faoz. Ar c’halounou ar muia kaledet n’oant ket evit herzel ouz ann nerz euz he gomzou, ha diskouez a rea ker sklear d’ann keretiked n’edo ket ar virionez gantho ma ne gavent netra da respount d’ezhan. Kement a dud a zirede a bep tu d’he zelaou ma ne veze ket a blas evitho enn ilizou ha ma renke aliez sarmoun er meaz.
Etre daou, e oue tamallet da veza great eur faot braz, hag o veza ne glaske ket en em zifenn, he zuperior a gredaz oa guir ar pez a ioa bet lavaret anezhan, hag her c’hasaz da eur gouent all el leac’h ma oue dalc’het evel enn eur prizoun heb gellout mont mui da brezeg e nep leac’h. Per a zentaz heb lavaret ger; mes gant ann amzer e kavaz ann dra-ze tenn, hag eunn devez ne oue ket evit miret d’en em glemm ouz he grusifi. « — Va Doue, emezhan, c’houi a c’hoar n’em euz ket great ar faot a damaller d’inn; penaoz eta e c’houzanvit-hu e padfe keit va mez ha va dismegans? » Kerkent e klevaz eur vouez o respount d’ezhan : « — Ha me, petra am boa-me great evit beza staget ouz ar groaz ? » Ar c’homzou-ma a ieaz ken doun enn he galoun ma’c’h en em istimaz euruz hiviziken da veza disprijet ha goall-gaset evel m’oa bet he Zalver Jezuz.
He zuperior a anavezaz erfin oa bet tamallet e gaou, hag her c’hargaz adarre da rei misionou. Staga a eure d’al labour-ze gant muioc’h a herr eget biskoaz. Ne ehane da ziskleria brezel d’ann techou fall, ha dreist holl d’ar fals kredennou. Brud en doa da veza bet choazet gant Doue evit karza ar vro euz ann heretiked, hag e guirionez Doue her sikouraz da skleraat ho sperejou enn eur rei d’ezhan ann donezoun a viraklou. E kement leac’h ma’z ea, e paree, kouls lavaret, ann holl dud klanv pe vac’hagnet.
Eunn droiad, eunn heretik a reaz ann neuz da veza klanv evit tenna eunn taol fin d’ar Zant. « — Me bedo ar misioner d’am farea, eme ann heretik-se. Ar misioner a lakai he zorn varnon enn eur lavaret: Bezit pare, ha neuze me roio da anaout d’ann holl ne d-eo nemed eunn azenn. » Mes, enn eur lakaat he zorn varnhan, Per a lavaraz enn dro-ma : « — Mard-oc’h klan e guirionez, bezit pare ; ma n’oc’h euz klenved ebed avad, ra zeui unan d’ehoc’h ! »
Raktal ann heretik fallakr a guezaz ken toc’hor ma’z oa dare da vervel. Mes, o veza ma’c’h anzavaz he fallagriez ha ma tiskleriaz e felle d’ezhan dilezel he gredennou faoz euz a greiz he galoun, e kavaz adarre ar iec’hed dre bedennou ar Zant.
Per en doa c’hoant pell a ioa da skuill he c’hoad evit ar feiz ; bemdez ha meur a vech bemdez e c’houlenne ar c’hras-se digant Doue : he obten a eure erfin. Eunn devez m’edo o tistrei euz a gear Kom da Vilan, eunn den paet gant ann heretiked a zarc’hoaz ganthan daou daol sabrenn var he benn, hag her pilaz d’ann douar.
Ar Zant en devoue c’hoaz nerz aoualc’h evit sevel var bennou he zaoulin da lavaret evit ar vech diveza simbolenn ann Ebestel, en doa desket ker brao enn he vugaleach. Goudeze, pa ne c’helle mui parlant, e soubaz he vizied enn he c’hoad hag e skrivaz gantho var ann douar ar c’homzou kenta euz ar Gredo : Me gred e Doue. N’en devoue ket amzer da vont larkoc’h ; rak ar muntrer a ioa inouet o c’hortoz anezhan da vervel hag her peurlazaz gant eunn taol kleze. He verzerenti gloriuz a erruaz d’ann 23 a viz ebrel 1252.
Buez ar zant-ma a ziskouez d’ehoc’h peger soursiuz e tle beza ann tadou hag ar mammou da zeski ar Gredo d’ho bugale. O veza ma c’houie mad he Gredo, ar zant-ma a zalc’haz penn, d’ann oad a zeiz vloaz, da unan euz he eontred, a felle d’ezhan lavaret oa ann diaoul en doa krouet ann env hag ann douar, ha pa oue lakeat d’ar maro gant ann heretiked, ar Gredo a oue adarre he gonfort e kreiz poaniou he verzerenti. E simbolenn ann Ebestel ema e berr gomzou ar pez a renker da gredi evit beza salvet. Abalamour da ze, ar zimbolenn-ze lavaret gant devosion a zervich kalz da grenvaat ar feiz, ann esperans hag ar garantez e kaloun ar c’hristen. Ne vankit eta devez ebed d’he lavaret noz ha mintin, ha mar oc’h euz bugale, boazit anezho abred da ober eveldhoc’h.
atell a ioa ginidik euz a gear Sienn enn Itali. Ken
devot oa d’ar Verc’hez enn he bugaleach ma’z ea
d’ann daoulin da lavaret eunn Ave, Maria, bep kammed
a rea o pignat pe o tiskenn ann deleziou enn he zi. Ne
oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa reaz veu da jom bepred
guerc’hez, ha dija d’ann oad-se he brasa plijadur oa pedi
Doue, beza he-unan ha kastiza he c’horf dre ar binijenn.
Goulskoude he zad hag he mamm a c’hoanteaz he dimezi pa oue deuet da blac’h iaouank ; mes evit diskouez n’e ket e fortuniou ar bed edo he zonj, Katell a drouc’haz he bleo, eur pennad bleo euz ar re gaera. Neuze he zud a ieaz drouk ennho, hag he c’houndaonaz da ober ar gegin hag al labour all var dro ann ti, evit miret outhi da dremen he holl amzer enn he c’hambr evel a rea diagent.
Mes hor Zalver a lavaraz d’ezhi sevel eunn oratorik e goeled he c’haloun e plas ann hini e devoa enn he c’hambr. « — Eno, eme Jezuz, e c’helli komz ouzinn kouls hag enn da gambr. » Katell a heuliaz ann ali-ze, hag hiviziken, epad ma veze he c’horf o vont hag o tont dre ar gegin, he spered a veze ato gant Doue enn oratorik e doa savet e goeled he c’haloun.
Abarz ar fin he zad hag he mamm a anavezaz santelez ho merc’h, hag a lezaz anezhi da ober he bolontez. Raktal Katell en em roaz holl d’ann oberiou a zevosion hag a binijenn. Iun a rea bemdez; ne zebre morse a gig ha ne eve morse a vin ; dibaot a vech zoken e tebre bara : na veve nemed gant louzeier kriz pe boazet enn dour. Eur c’houriz reun a zouge ive bepred, ha divezatoc’h e kemeraz e plas ar c’houriz-se eur jadenn houarn, tachouigou lemm outhi tro var dro. N’e devoa evit guele nemed eur plankenn noaz, ha c’hoaz a veac’h ma kouske eunn heur bemnoz, kement a vall e deveze da zevel evit medita ha pedi Doue.
D’ann oad a drivac’h vloaz, ez eaz e Trede-Urs sant Dominik, hag ann dra-ma a roaz tro d’ezhi da greski c’hoaz he finijennou hag he devosionou. Chom a eure tri bloaz dioc’htu heb komz ouz den nemed ouz he c’honfesour, hag heb mont da neb leac’h nemed d’ann iliz.
Ann ifern a gounnare o velet Katell o ren eur vuez
ker santel, hag ann diaoul a dentaz anezhi enn eur feson
skrijuz. Digas a reaz a bep seurt sonjou hag a bep
seurt imachou vil enn he spered, hag a bep seurt ioulou
fall enn he c’haloun. Avechou e veze evel beuzet he ene
enn eur mor a loustoni. Eunn droiad m’oa tentet goasoc’h
eget biskoaz, ec’h en em glemmaz ouz Doue enn
eur lavaret: « — E pe leac’h edoc’h’ta, va Zalver, epad
m’edo ann traou divalo-ze em spered ? » « — Va
merc’h, eme Jezuz, me a ioa enn dagaloun. » « — E
va c’haloun ! eme ar Zantez; penaoz e c’hellac’h-hu
beza eno etouez traou ken hudur? » « — Ann traou-ze,
eme hor Zalver, pe boan, pe blijadur a reant d’id ? »
« — Oh ! eur boan estranch, eme Gatell. » « — Mad, eme
Jezuz, me eo a ioa kaoz ma reant poan d’id; ma ne
vijenn ket bet enn da galoun, ez pije kemeret plijadur
gantho hag ez pije va offanset. »
Goude beza tremenet tri bloaz heb lavaret ger hag heb mont e neb leac’h, ar Zantez e devoue urs digant hor Zalver d’en em lakaat adarre da zervicha ar beorien hag ann dud klanv evel m’edo ar c’hiz ganthi guech all. Hogen, e Sienn ez oa eur vaouez hag a ioa ken teo al lorgnez var he c’horf ma’z oa bet red he c’has er meaz euz a gear gant aoun na glanvche arre all diouthi. Katell a iea bemdez, noz ha mintin, da velet ar vaouez-se, ha da rei d’ezhi ar pez e deveze ezomm.
Eur vaouez all a ioa debret eur c’hostez euz he stomok gant ar c’hrign-beo, ha den ne veze var he zro. Katell a louzaouaz houma gant ar memes aked hag ar memes karantez m’e devoa louzaouet eben. Eunn devez evelato e vennaz he c’haloun mankout, ker pounner oa ar c’houez a deue euz a c’houli ar vaouez geaz. Mes, evit trec’hi he donjer, ar Zantez a stagaz he muzellou ouz ar gouli heuzuz-se hag a bokaz d’ezhan. Eur vech all, e reaz kaeroc’h c’hoaz. Eva a eure ann dour a ioa bet o voalc’hi ar gouli, ha biskoaz, emezhi, n’e devoa kavet netra ker mad.
Doue a rekoumpansaz feiz ha karantez he zervicherez enn eur garga anezhi a bep seurt grasou dreist-ordinal. Aliez e veze douget a spered er meaz euz ar bed-ma, ha neuze Doue a ziskoueze d’ezhi gloar ar baradoz, poaniou ann ifern hag ar purkator, gened ann eneou a zo e stad a c’hras ha traou all evelse. Beva a eure divar ar gommunion hebken azalek Merc’her al Ludu betek ar Iaou-Bask. Avechou e roe da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont, hag ar miraklou a rea n’oant ket dioc’h kount.
Ar sklerijenn a reseve Katell euz ann env a lakea ann dud habila da gaout istim evithi, hag ar pabed ho-unan a c’houlenne kuzul diganthi hag a heulie he ali. Ar pab Urban VI o veza he galvet da vont da Rom, ar Zantez a glanvaz eno hag a varvaz leun a veritou er bloaz 1380, oajet hebken a dri bloaz ha tregont.
Ar zantez-ma, o veza bet koundaonet gant he zud da ober ar gegin hag al labour all var dro ann ti, a zavaz eunn oratorik e goeled he c’haloun, hag enn oratorik-ma e kendalc’he da bedi Doue evel a rea kent enn he c’hambr. Mar karfac’h ober eveldhi, e ve eaz d’ehoc’h ive kaout ato sonj euz a Zoue e kreiz trouz ar bed hag ann tregas oc’h euz gant ho labour pe gant ho tiegez, hag ar zonj-se a rafe d’ehoc’h en em ziouall diouz mil bec’hed ha dastum bemdez eunn tenzor a veritou evit ann env.
touez ann Ebestel ez oa daou zant Jakez. Ann hini zo
he c’houel hirio a rear anezhan Jakez Ar Minor,
abalamour ma oue galvet gant Hor Zalver varlerc’h
egile, d’ann eil bloaz ma prezegaz he Aviel; marteze e
oa ive ar iaouanka. Hema a ioa breur da zant Jud ha kenderv
gompez da Jezuz-Krist.
En em daolet oa d’ar binijenn azalek he vugaleach. Ne zebre morse a gig, ha ne eve na guin, na netra a gement a c’hell mezvi. Bale a rea ato diarc’henn ha ne zouge nemed dillad lien. Ne drouc’he morse he vleo ken nebeut, ha keit e chome da bedi var bennou he zaoulin ma’z oa deuet ar re-ma da veza ker kalet ha kroc’henn eur c’hanval. Ar Iuzevien o doa he leshanvet ar Just abalamour d’ar zantelez euz he vuez.
Hor Zalver, o veza savet euz a varo da veo, en em ziskouezaz er Galilee da ouspenn pemp kant euz he ziskibien ; mes en em ziskouez a reaz ive da zant Jakez enn he bart he-unan. Var a gounter, ann abostol-ma en doa great veu da jom heb dibri bara ken n’en devije guelet he Vestr adarre leun a vuez. Jezuz a ginnigaz d’ezhan eunn tamm bara enn eur lavaret: « — Debrit hema, va breur, savet eo Mab ann den euz a varo da veo. »
Goude merzerenti sant Stephan, sant Jakez a oue lakeat da eskop e Jerusalem, ha gouarn a eure he eskopti epad nao bloaz var’nn ugent gant kement a furnez hag a zantelez ma’z oa karet ha respetet gant ann holl. Ar Iuzevien ho-unan en em ganne avechou o klask poket d’he zae, pe o klask touch outhi hebken. Mes, o veza ma c’houneze eur maread anezho da feiz Jezuz-Krist, ar belek braz Ananus a gemeraz kaz outhan hag her galvaz dirak ar varnerien. Ar re-ma a lavaraz d’ezhan : « — Ar bobl a fazi divar benn ar Mesias; d’eoc’h-hu eo he zifazia ; rak ann holl a zo prest da gredi ar pez a leverot. »
Neuze e oue great d’ar Zant pignat var lein ann templ, ha pa oue erruet eno, ar pharizianed hag ann doktored euz al lezenn a griaz outhan : « — O Just, livirit d’eomp brema petra renkomp da gredi. » Ann abostol kalounek a respountaz raktal a vouez huel : « — Jezuz, Mab ann den, a zo hirio azezet enn env enn tu deou da Zoue he Dad, hag eunn devez e teui var eur goabrenn da varn ar bed holl. » Ann doktored euz al lezenn hag ar pharizianed a ieaz enn egar o klevet ar respount-se, ha setu hi ha pignat ive var c’horre ann templ ha pilat ar Zant ac’hano d’ann traon.
Goulskoude ann Abostol ne oue ket lazet enn eur goueza. Sevel a reaz c’hoaz var bennou he zaoulin enn eur lavaret evel he Vestr : « — Pardounit d’ezho, va Doue, rak ne c’houzont ket petra reont. » Mes eul labourer euz a gear a oue digernez aoualc’h evit he beurgas a daoliou morzol. He verzerenti a erruaz er bloaz 62 goude donedigez hor Zalver.
Sant Philipp a ioa ganet e Bethsaid er Galilee. Dimezet oa, mes ann dra-ze ne vire ket outhan da veza eunn den devot hag a zoujans Doue. Jezuz-Krist her c’havaz var he hent enn eur zont dioc’h kostez ar Jourden, hag a lavaraz d’ezhan mont d’he heul. Philipp a zentaz var ann heur, ha divar neuze ne guiteaz mui hor Zalver. Er bloaz varlerc’h’e oue great abostol.
O klevet Jezuz o komz divar benn he Dad, da fin ar
goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, sant Philipp
en devoue ann hardisegez da lavaret d’ezhan :
« — Mestr, diskouezit d’eomp ho Tad, hag ann dra-ze a
vezo aoualc’h evidomp. » Mes hor Zalver a respountaz
ker buhan : « — Philipp, ann nep am guel-me a vel
ive va Zad. Penaoz eta e c’hellit-hu lavaret: Diskouezit
d’eomp ho Tad ? »
Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, ann abostol-ma a ieaz e kostez ar Sithii da brezeg ann Aviel, hag ar vro-ze holl kouls lavaret a oue gounezet ganthan d’ar feiz kristen. Erruout a reaz erfin e kear Hierapolis er Phrijii, hag eno e kavaz enn eunn templ eunn aer-viber ken teo hag he vreac’h hag a veze adoret gant ar bobl. Sant Philipp en em lakeaz da bedi Doue, ha kerkent e varvaz ann aer. O velet kement-se, beleien ann templ hag ar pennou braz euz a gear a grogaz enn Abostol hag her c’hasaz d’ar prizoun. Goudeze e oue skourjezet enn eur feson didruez, koundaonet da veza staget ouz ar groaz ha lazet a daoliou mein. He verzerenti a c’hoarvezaz e tro ar bloaz 80.
Sant Philipp a lavaraz d’hor Zalver: « — Diskouezit d’eomp ho Tad, hag ann dra-ze a vezo aoualc’h evidomp. » Ene kristen, ha lavaret a c’hellit-hu kement all ? Ha lavaret a c’hellit-hu ive eo aoualc’h d’ehoc’h anaout Doue, guelet Doue ? Ha ne c’hoantaife-hu, ha ne glaskit-hu morse netra er meaz euz a Zoue? Pegen nebeut zo, etouez ann dud devot zoken, hag a c’hell lavaret gant guirionez : « Doue a zo aoualc’h evidon. » Goulenn a reer digant Doue madou ar bed-ma, iec’hed, nerz ha buez hirr ; mes nag hi zo rouez ar re a c’houlenn diganthan evel sant Aogustin ar c’hras d’he anaout ha d’en em anaout ho-unan ! O kalounou diez da garga ma n’o deuz ket aoualc’h gant Doue ! O kalounou reuzeudik mar klaskont ho euruzded er meaz euz a Zoue !
r zant-ma a ioa ginidik euz a gear Aleksandrii enn
Ejipt, hag a oue enn he amzer ar piller krenva euz
ann Iliz ha brasa difennour e devoue ar feiz. He dad hag
he vamm a ioa tud a zoujans Doue, hag a roaz d’ezhan
eur gelennadurez kristen enn he vugaleach. Goudeze e
reaz he studi gant sant Aleksandr, hag o veza m’en doa
eur speret lemm, e teuaz heb dale da veza habil var skianchou ar bedihag habiloc’h c’hoaz var ar skianchou
sakr. Pa oue echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou
betek ann Urs a avieler. Sant Aleksandr a ioa d’ann
ampoent eskop e Aleksandrii, hag en doa kement a istim
evithan ma ne rea netra heb goulenn he ali. He gas a
eure ganthan da gonsil Nisee.
Konsil Nisee a oue asamblet dre urs arpab er bloaz 325 evit diarbenn herezi pe fals kredenn ann Arianed. Ar re-ma a ioa eur rumm heretiked hag a lavare n’en doa ket Jezuz-Krist eur memes natur gant Doue ann Tad, ha rak-se n’oa ket e guirionez Doue evel ann Tad. Athanaz a ziskouezaz d’ezho ker sklear n’oa ket eunn neudenn ehun ennho ha ne oa nemed gevier ha fallagriez oc’h ho heul ma’z oa ann eskibien souezet-holl ouz he glevet. Ann Arianed avad a gemeraz kement a gaz outhan ma n’en devoue hiviziken peoc’h ebed dioutho betek fin he vuez, kouls lavaret.
A benn pemp miz goude, e varvaz sant Aleksandr, hag Athanaz a oue choazet evit delc’her he blas, petra bennag ne oa c’hoaz nemed tregont vloaz. Ann eskop nevez ne espernaz nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Mes ann heretiked ne jomjont ket pell heb klask trabas outhan. Tamali a rejont d’ezhan a bep seurt traou : betek laer, muntrer, avouitrer ha sorser e oue lakeat gantho. Athanaz n’en devoue ket a veac’h o tiskouez ez oa ken aliez a c’haou hag a c’her er pez a gounte ann Arianed divar he benn; mes he enebourien a reaz kement var ann impalaer Konstantin ma oue koundaonet evelato da guitaat he eskopti ha d’en em denna e kear Trev enn Allemagn.
Goulskoude ann impalaer a zavaz keuz ganthan da
veza koundaonet ar Zant d’ann harlu, ha kerkent hag ar
bloaz varlerc’h Athanaz en devoue kounje da zistrei da
Aleksandrii. Pa erruaz eno, e oue great kement a henor
d’ezhan ma ne vijeket bet great muioc’h d’ann impalaer
he-unan. Mes ann dra-ze a lakeaz ann Arianed da egari
outhan muio’h-mui, hag abarz nemeur e renkaz kuitaat
he eskopti evit ann eil guech.
Enn dro-ma e teuaz da Rom da gaout ar pab Jul, hag ac’hano ez eaz da Vilan da velet ann impalaer Konstant: ann impalaer Konstantin a ioa maro eunn tachad a ioa. Ar pab hen digemeraz gant ar respet dleet da eunn eskop hag en doa dija gouzanvet evit ar feiz, hag ann impalaer Konstant hen digemeraz evel eur zant. Ann impalaer-ma a skrivaz evithan d’he vreur Konstans, a ioa ann Ejipt enn he lodenn rouantelez, hag Athanaz a c’hellaz distrei adarre da Aleksandrii.
Mes ann impalaer Konstans o veza troet neat gant ann Arianed, ar Zant a oue great brezel d’ezhan goasoc’h eget biskoaz. Neuze e kuiteaz he eskopti evit ann drede guech evit mont da veva dindan guz etouez ermited ann Ejipt hag ann Thebaid, ha chom a eure kuzet evelse epad c’houec’h vloaz dioc’htu. Lod a lavar e tremenaz ann amzer-ze enn eur puns seac’h, el leac’h ma teue eur mignoun da zigas d’ezhan pe a dra da zibri.
Athanaz a zistroaz da Aleksandrii goude maro ann impalaer Konstans. Mes enn amzer ann impalaer Julian e oue harluet evit ar bederved vech, ha prest zoken e vije bet lamet he vuez diganthan. Ann impalaer-ze o veza bet lazet er vrezel, ar Zant a c’hellaz distrei d’he eskopti. Mes pa bignaz ann impalaer Valens var ann tron, e renkaz kuitaat Aleksandrii evit ar bemped vech. Ann dro-ma ne d-eaz ket a bell : chom a eure kuzet e bez he dad, a ioa e kichen kear. Goulskoude ar bobl ne ehane da c’houlenn he eskop, hag ann impalaer Valens, o c’houzout ann dra-ze, a grogaz aoun ennhan : a benn pevar miz e roaz kounje da Athanaz da gemeret adarre gouarnamant he eskopti.
E kreiz ann holl drubuillou-ze, ar Zant a gavaz c’hoaz
amzer da skriva eur maread levriou kaer evit kelennadurez
ann dud fidel hag evit difenn ar feiz katholik. A
hent all, eme zant Gregor a Nazians, he vuez a ioa eur
mellezour a bep seurt vertuziou hag eur skouer evit ann
holl eskibien. Mervel a reaz e peoc’h er bloaz 373,
c’houec’h vloaz ha daou-ugent goude m’oa bet hanvet
da eskop.
Sant Athanaz a zo bet goall-gaset e peb feson epad he vuez; mes ive peger braz n’eo ket hirio he c’hloar hag he rekoumpans er baradoz ! « — En em istimit euruz, eme Jezuz-Krist enn Aviel, pa viot goall-gaset gant ann dud, pa livirint a bep seurt traou ac’hanhoc’h ha pa gountint gevier divar ho penn abalamour d’inn-me. Ra zrido neuze no kaloun gant ar joa hag al levenez; rak ho rekoumpans enn env a vezo braz meurbed. »
nn impalaer Konstantin, d’ar mare ma’z oa c’hoaz
paian, en doa guelet enn ear eur groaz skedusoc’h
eged ann heol, ha var ar groaz-se oa skrivet ar c’homzou-ma :
« — Ar Groaz eo a raio d’ehoc’h beza treac’h
d’hoc’h enebourien. » Ann impalaer, o veza gounezet
ar viktor, a lakeaz merka eur groaz var banniellou
ar c’houarnamant ha var arc’hant ar vro, hag hiviziken
e falvezaz d’ezhan e vije diskouezet enn he batromiou
gant eur voul aour enn he zorn deou hag eur groaz
var ar voul, evit rei da anaout oa dre ar Groaz oa bet
saveteet ar bed.
Santez Helena, he vamm, e devoa c’hoaz muioc’h a zevosion evit ar Groaz. Petra bennag m’oa dija tost d’he fevar-ugent vloaz, ar brinsez-se a c’hoanteaz mont da Jerusalem da velet ar plasou santel ha da glask ar guir groaz m’oa bet staget outhi hor Zalver Jezuz-Krist. Doue he-unan eo en doa lakeat ar zonj-ma enn he spered.
Eunn druez oa guelet e pe stad edo neuze ar plasou santel a Jerusalem. Dre gasouni ouz ar relijion gristen, ar baianed o doa dastumet berniou mein var menez, Kalvar, ha savet var c’horre imach Venus, doueez ar pec’hed vil, hag imach Jupiter, mestr ann doueou faoz. Santez Helena a ordrenaz teuler ann imachou-ze d’ann traon, ha diatredi mad kern ha kosteziou ar menez. Tud Jerusalem a lavaraz d’ezhi : « — Mar gellit kaout bez Jezuz-Krist, e kavot ive he groaz ; rak giz ar Iuzevien oa, pa veze koundaonet unan bennag da vervel var ar groaz, enterri he groaz e kichen he gorf. »
Var bouez toulla, ec’h errujot erfin betek bez hor Zalver, ha prest goude e oue dizoloet teir groaz. Ouspenn-ze, eunn tammik a gostez, e oue kavet ar plankennik a ioa bet lakeat azioc’h penn hor Zalver dre urs Pilat, hag a ioa skrivet varnhan e tri langach : « Jezuz a Nazareth, Roue ar Iuzevien. » Sklear oa eta unan euz ar c’hroaziou-ze oa guir groaz Jezuz-Krist. Mes pehini anezho ho zeir oa ? Ann dra-ma a ioa diesoc’h da c’houzout ; rak n’oa merk ebed evit anaout oc’h pehini oa bet stag ar plankennik a ioa kavet a gostez.
Eur mirakl a dennaz buhan ann nec’hamant-se divar spered santez Helena. Dre ali sant Maker, eskop Jerusalem, ann teir groaz a oue lakeat da douch ouz eur vaouez euz a gear hag a ioa dija var he zremenvan. Ann hini glanv ne reaz van evit touch outhi ann diou groaz kenta; mes kerkent ha ma oue touchet ann drede, e teuaz da veza ker iac’h ha ker krenv ha biskoaz. Neuze e oue anat d’ann holl oa hounnez guir groaz hor Zalver, ha raktal santez Helena en em strinkaz d’ann daoulin dirazhi.
Ann impalaerez devot-ma a reaz sevel eunn iliz gaer var bez Jezuz-Krist, hag enn iliz-se e lezaz, enn eur voest arc’hant, al lodenn vrasa euz ann tenzor e devoa kavet. Eul lodenn all a gasaz da Gonstantinopl d’he mab Konstantin, hag eunn all da Rom. Euz al lodenn a ioa bet lezet ganthi e Jerusalem e veze trouc’het tammou aliez da rei d’ann dud fidel a iea di da bardouna ; mes, enn despet da gement-se, al lodenn-ze a jome ato enn he fez var a lavar sant Paolin enn eul lizer. Evelse, eme zant Sirill, hor Zalver a lakea he groaz da greski dre ma veze boulc’het, evel a reaz a benn diou vech evit ar bara epad m’edo var ann douar.
Santez Helena a gasaz ive da Rom ar plankennik a ioa skrivet varnhan e latin, e gregach hag e langach ar Iuzevien : « Jezuz a Nazareth, Roue ar Iuzevien. » Mes ar plankennik-ma n’en deuz mui nemed nao meutad a hirrder, ha goulskoude e tle beza bet daouzek. Lod euz ar geriou a ioa merket varnhan a zo debret ive gant ann amzer.
Asambles gant ar guir groaz hag ar plankennik-se, santez Helena e devoa kavet c’hoaz ann tachou a ioa bet sanket e treid hag e daouarn hor Zalver. Unan euz ann tachou-ma a zo brema e Rom, eunn all e Milan, hag e Paris ez euz daou damm euz a eunn all.
Evit ar guir groaz, ann diou lodenn vrasa anezhi a zo hirio e Rom hag e Paris. Hini Rom e deuz ouspenn eunn troatad hirrder, hag hini Paris a zo hirroc’h c’hoaz. Tammouigou bihan avad a zo stank-stank e kement korn a zo er bed katholik, hag ann tammouigou-ze a virit hon holl respet abalamour ma’z int, peb hini anezho, eul lodennik euz ar c’hoat sakr ma oue staget outhan korf Jezuz-Krist. Guir groaz hor Zalver a oue kavet gant santez Helena er bloaz 326.
Sant Ephrem a lavare enn eur gomz euz ar Groaz : « Lakeomp merk ar Groaz var hon doriou, var hon tal, var hor ginou, var boull hor c’haloun, var hon holl izili. Ar Groaz eo arm ar c’hristen, ha ganthi n’e ket diez d’ezhan beza treac’h d’he holl enebourien. Rak ar Groaz e deuz gounezet ar viktor var ar maro, ar Groaz eo esperans ann dud fidel, sklerijenn ar bed hag alc’houez ar baradoz !… Dalc’hit mad eta d’ann arm-ze, o kristenien ! Ne guitait morse anezhi, nag enn deiz nag enn noz, nag e nep leac’h nag e nep heur. Ne rit morse netra heb lakaat varnhoc’h merk ar Groaz. Pa vezit kousket ha pa vezit dihun, pa vezit o vale pe o labourat, o tibri pe oc’h eva, pa vezit var vor pe o treuzi eur ster bennag, kemerit ato arm ar Groaz santel; rak, keit ha ma vezo ann arm-ma ganehoc’h, ann drouk-sperejou a jomo a bell ha ne gredint ket tostaat ouzhoc’h. »
r zantez-ma a ioa ginidik euz ann Afrik, hag a oue
savet gant eur vaouez fur a ioa mestrez-plac’h e ti
he zad. Ar vaouez-se a roaz d’ezhi enn he bugaleach eur gelennadurez vad ha kristen. Difenn a eure outhi
eva netra etre he frejou, n’euz fors pegement a zec’hed
e devije. « — Brema zur, emezhi, ne evot nemed dour;
mes divezatoc’h, pa viot hoc’h-unan e penn ann
tiegez, e c’hellfac’h eva traou all. »
E guirionez, Monika e devoa ezomm euz ann ali-ze ; rak troet oa eunn tammik var ann eva. Aliez e veze kaset d’ar c’hav, ha neuze ec’h eve banneou dre guz. Da genta, ne rea nemed tanva, mes deuet oa hag ec’h eve banneou braz. Doue a roaz d’ezhi ar c’hras da drec’hi ann tech fall-ze, ha setu ama penaoz. Unan euz ar plac’hed a anaie troiou ar verc’h, hag eunn devez m’oa eat drouk ennhi e lavaraz mezvierez pe lonkerez da Vonika. Houma e devoue kement a vez o klevet ann dra-ze ma chenchaz a-grenn enn eunn taol kount, ha ma torraz neat ar goall voazamant e devoa kemeret.
Pa oue enn oad da fortunia, ar Zantez a zimezaz da eur bourc’hiz euz a Dagast, he hano Patris. Ar bourc’hiz-ma a ioa c’hoaz paian, hag eur goall den oa ive avechou. Pa zisplije eunn dra bennag d’ezhan, ez ea enn egar hag e pec’he spountuz. Monika ne glaske ket herpel outhan, mes lezel a rea ar barr da dremen hep lavaret ger, hag evelse e c’hounezaz a nebeut a nebeut kaloun he fried dre he dousder hag he fasianted. Patris en em c’hreaz kristen bloaz araok he varo, hag epad ar bloaz-se e oue bepred aketuz d’he oll zeveriou a relijion.
Pa deue gragez all d’en em glemm outhi euz ar vuez fall a veze etre ho goazed hag hi, ar Zantez a respounte d’ezho : « — Diouallit ne veac’h hoc’h-unan kaoz d’ann dra-ze dre ho flipadou hag ho rebechou. Mar karfac’h beilla muioc’h var ho teod, n’o pefe ket marteze kement a boan gant ho priejou. » Meur a hini a heuliaz he ali hag en em gavaz kalz eurusoc’h goudeze.
Monika a iea bep mintin d’ann offerenn ha dioc’h ann
noz ez ea adarre d’ann iliz da lavaret he fedennou. Hed
ann deiz e laboure enn he zi; mes e kreiz he labour ne
golle morse ar guel a Zoue hag ar zonj euz ar baradoz.
Poania a rea ive hervez he galloud da bourvei da hoir
ezommou ar beorien hag ann dud klanv.
Patris o veza maro er bloaz 371, ar Zantez a jomaz intanvez gant tri grouadur, daou baotr hag eur verc’h. Ar c’hosa anezho oa an hini a dlie beza divezatoc’h sant Aogustin. Mes d’ar mare-ze ne oa siouaz! nemed eunn den iaouank difeiz ha direol. N’e ket na oa bet kelennet mad gant he vamm ; mes, e leac’h selaou kenteliou he vamm, Aogustin a ioa bet guell ganthan selaou mouez ar bed hag ann drouk-spered. En em daolet oa d’al libertinach, ha daou vloaz goude maro he dad en doa zoken dianzavet ar feiz katholik evit heul fals kredennou ar Manikeaned.
Monika ne ehane da vouela var dizursiou he mab, ha da bedi Doue da rei d’ezhan ar c’hras da zistrei. Doue en devoue truez erfin ouz daelou eur vamm ker santel ha ker glac’haret. Aogustin, o veza eat da Vilan da ober skol var ar rhetorik, a gavaz tro eno da velet ha da glevet sant Ambroaz, eskop ar gear-ze. Hogen, komzou sant Ambroaz a reaz d’ezhan, da genta, dilezel fals kredenn ar Manikeaned, ha goudeze e rejont d’ezhan ive kuitaat a-grenn he vuez fall. Chench a eure enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas, hag euz a bec’her hag a heretik aheurtet ma’z oa diagent e teuaz da veza eur zant hag eunn doktor braz euz ann Iliz.
Monika ne c’houie penaoz trugarekaat Doue evit eur jenchamant ker kaer ; rak eat oa he-unan da Vilan var-lerc’h he mab, evit teuler evez anezhan ato guella ma c’hellje. He c’haloun a ioa beuzet enn eur mor a joa, ha lavaret a rea enn eur zridal : « — Brema n’em euz mui netra da c’hoantaat var ann douar p’e guir va mab a zo, n’e ket hebken distroet d’ar feiz katholik, mes c’hoaz en em roet holl da zervich Doue. »
Prest goude e kouezaz klanv e kear Ostii, hag eno e varvaz leun a veritou er bloaz 387, oajet hebken a bemp bloaz hag hanter-kant. Ne c’houlennaz nemed eunn dra digant he bugale araok mervel : « M’ho devije sonj anezhi enn ho fedennou. »
Santez Monika, o veza c’hoaz iaouankik, a eve banneou dre guz pa veze kaset d’ar c’hav da gerc’hat guin. Ann dra-ma a ziskouez gant pebez evez e tle ann tadou hag ar mammou beilla var ho bugale evit miret outho da gemeret boazamanchou fall. Mes e kenver ann eva e reer aliez ar c’hountrol. Aliez e roer da eva d’ar vugale, pa vezont c’hoaz bihanik. « Arabad eo diranna ar vugale, » a leverer. Diranna ar vugale a renker eo euz ar pez a c’hell beza noazuz d’ho c’horf pe d’ho ene. Ma ve eur c’hrouadur e riskl d’en em c’hlaza gant eur gountell, daoust ha ne lamfac’h ket dioc’htu ar gountell-ze euz a dre he zaouarn ? Mad, kalz muioc’h a rezoun oc’h euz da ober evit he ene ar pez a rafac’h evit he gorf; ne lezit eta morse eur c’hrouadur da gemeret eur voazamant hag a c’hellfe beza divezatoc’h ar penn-kaoz euz he zaonasion.
ant Pi V a ioa ganet e kear Bosko enn Itali, er bloaz
1504. He dud a roaz d’ezhan eur gelennadurez kristen
enn he vugaleach, ha d’ann oad a bemzek vloaz e
kemeraz sae ar venac’h euz a Urs sant Dominik. N’en doa
ken ioul nemed da blijout da Zoue e peb tra, hag ar pez
a garie muia oa pedi, iun, chom pell da vedita enn noz
ha kastiza he gorf dre ar binijenn. O veza bet beleget er
bloaz 1528, e oue karget epad c’houezek vloaz da ober
skol d’ar re all var ar philosophi ha var ann theoloji.
Goudeze e oue hanvet da vestr ann novised, hag erfin
da zuperior, e meur a gouent euz he Urs.
Gounit a eure kalounou ann holl, e peb leac’h hag e peb karg, dre he furnez hag he zousder. Mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he galoun distag dioc’h traou ar bed, hag he spered a baourentez. N’en devoue morse nemed eur zae, ha ne veache nemed var droad, he spered ato o sonjal e Doue. Prezeg a rea ive gant kalz a frouez pa veze galvet da vont da zarmoun enn eunn tu bennag.
Er bloaz 1556, e oue hanvet da eskop enn despet d’he zaelou gant ar pab Paol IV, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer enn he eskopti. Er bloaz varlerc’h e oue kardinal, ha daou vloaz goude e oue kaset da eunn eskopti all el leac’h m’oa nevez bet brezel. Hogen, da heul ar vrezel oa deuet ann dismantr, ar freuz hag ann dizurs; mes ar Zant ne oue ket pell eno na lakeaz adarre ar peoc’h hag ann urs vad da ren e peb leac’h.
Erfin, goude maro ar pab Pi IV, ar zant-ma a oue choazet evit delc’her he blas. Neuze e kemeraz ann hano a Bi V; rak he hano badiziant oa Mikeal. Kenta tra a reaz evel pab a oue ingala aluzennou braz etre ar beorien, ha karga tud euz he berz da gaout soursi euz ar vinored hag euz ar merc’hed iaouank ezommek da c’hortoz ma vijent enn oad da zimezi : pa vijent deuet d’ann oad-se, hen en em garge he-unan d’ho argoulaoui.
Goudeze e labouraz heb ehana da lakaat ar feiz d’en em astenn betek ar broiou pella, da lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel hag ann dud a iliz, ha da ziarbenn ann dizursiou hag ar fals kredennou e kement korn a ioa er bed katholik. Evit kement-se ec’h embannaz al lezennou a ioa bet douget gant konsil Trant, hag ar c’hatekiz a ioa bet great dre urs ar memes konsil; lakaat a reaz ive moulla a nevez ar brevier a dle ar veleien da lavaret bemdez hag al levr a vez gantho oc’h offerenna, goude beza renket evit ar guella ar pedennou a zo ennho.
Muia m’e devoa ann Iliz da ziouall, d’ar mare-ze, oa
rak ann Turked. Ar re-ma a ioa neuze e barr ho brud
hag ho galloud. Edont dija dirak enezenn Malt, hag
ac’hano o doa sonj da zailla var ann Itali ha var ar rouanteleziou
all euz ann Europ. Mes Pi V, evel eur pastor
eveziant, a vele e pe seurt riskl edo ar relijion ha ne
espernaz netra evit he difenn hag he zavetei. Kas a eure
sikour, da genta, da enezenn Malt, ha goudeze ec’h aliaz
ar brinsed kristen d’en em glevet holl evit ober brezel
d’ann Turked. Lod anezho a zentaz outhan hag a zavaz
eunn arme. Mes ann dra-ze ne oue ket aoualc’h evit ar
pab santel; ordren a reaz, ouspenn, d’ann dud fidel iun
ha pedi asambles enn ilizou evit tenna bennoz Doue var
arme ar gristenien.
Ann arme-ma a ieaz dre vor da glask ann Turked hag ho c’havaz e kichen Lepant. Eno e oue, d’ar 7 a viz here 1571, eur c’hrogad stard hag hirr etre ann diou arme; rak padout a eure azalek c’houec’h heur dioc’h ar mintin betek ann noz, hag ann diou gostezenn a oue tomm d’ezho. Mes Doue a roaz erfin ar viktor d’ar gristenien. Ann Turked a gollaz tregont mil den, tri c’hant lestr ha tri c’hant daouzek ha tri-ugent pez kanol. Dek mil anezho a oue great prizounierien, hag ouspenn pemzek mil esklav kristen a oue tennet euz a dre ho daouarn. Arme ar gristenien, er c’hountrol, ne gollaz nemed seiz mil pemp kant den pe var dro.
Ar viktor gaer-ze a zo bet lakeat ato var gount sant Pi V, abalamour d’ar pedennou en doa great he-unan pe ordrenet ober evit he obten. Kerkent ha ma oue gounezet, en devoue anaoudegez anezhi digant Doue ha raktal e lavaraz d’ar gardinaled a ioa enn dro d’ezhan oa bet ar gristenien treac’h d’ann Turked. Mes ne vevaz mui pell goudeze, hag er bloaz varlerc’h, 1572, e varvaz goude eur c’hlenved poaniuz, d’ann oad a eiz vloaz ha tri-ugent.
Peger braz n’eo ket nerz ar bedenn ? Gant ar bedenn e tigorer ar baradoz hag e serrer dor ann ifern. « — E guirionez m’hel lavar d’ehoc’h, eme Jezuz-Krist, kement tra a c’houlennot digant va Zad em hano-me a vezo roet d’ehoc’h. » Pedit eta mar oc’h euz c’hoant e teufe peb tra da vad ganehoc’h. Mes ne bedit ket hebken evidhoc’h hoc’h-unan, pedit ive evit ar re all, evit ho tud pe ho pugale, evit ana Iliz hag ar vro. Sant Pi V, dre he bedennou, a obtenaz digant Doue evit ar gristenien eur viktor gaer var ho enebourien, ha d’eac’h e velemp ive santez Monika oc’h obten evit he fried hag evit he mab Aogustin ar c’hras da jench buez goude beza pedet evitho epad meur a vloaz dioc’htu.
ant Iann a ioa mab da Zebedee, ha breur da zant Jakez.
Eunn devez, mamm ann daou abostol-ma a deuaz gantho da gaout hor Zalver, hag a gomzaz outhan evel-henn :
« — Mestr, me’m euz c’hoant da c’houlenn eunn
dra diganehoc’h. » « — Pe seurt ’ta, » eme Jezuz.
« — Grit ma vezo ann daou-ma unan a bep tu d’ehoc’h
enn ho rouantelez. » Hor Zalver a respountaz raktal :
« — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. »
Neuze e troaz oc’h Jakez ha Iann, hag e c’houlennaz outho d’he dro : « — Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da eva? » « — Ia, emezho, goest oump. » « — Guir eo, eme Jezuz, eva a reot ar c’halir-ze ; mes n’e ket d’inn-me eo lakaat ac’hanhoc’h da azeza unan a bep tu d’inn; ar plasou-ze a zo d’ar re m’int miret evitho gant va Zad. »
Dre ar c’halir a dlie da eva, hor Zalver a entente he basion hag he varo. Pa c’houlenne eta oc’h Jakez ha Iann ha goest oant da eva ar c’halir a dlie da eva he-unan, ann dra-ze a ioa ar memes tra evel p’en devije goulennet : « — Goest oc’h-hu da c’houzanv ar poaniou a dleann-me da c’houzanv, pe boaniou all henvel outho ? » Hi a respountaz oant goest, ha kerkent Jezuz a lavaraz d’ezho : « — Guir eo, eva a reot ar c’halir-ze, da lavaret eo, gouzanv a reot ar poaniou a dleann-me da c’houzanv pe boaniou all henvel outho, »
Hogen, sant Jakez a evaz ar c’halir en doa evet he Vestr pa oue lakeat d’ar maro dre urs Herodes. Mes sant Iann n’e ket bet lakeat d’ar maro ; peur eta ec’h evaz ar c’halir en doa evet he Vestr ? Sant Iann en devoa dija tanveat ar c’halir-ma var menez Kalvar; rak eno he galoun a ioa bet rannet ha beuzet enn eur mor a c’hlac’har o velet Jezuz o vervel var ar groaz. He danveat en doa c’hoaz divezatoc’h, goude m’oa pignet hor Zalver enn env, p’oa bet taolet a benn diou vech e prizoun Jerusalem ha skourjezet asambles gant ann ebestel all. Erfin, he eva a reaz evit mad pa oue merzeriet e Rom enn amzer ann impalaer Domisian.
Domisian a oue ann eil impalaer romen a ziskleriaz brezel d’ar relijion gristen. Neron oa bet ar c’henta. Var a lavar lod, Domisian a ioa c’hoaz krisoc’h eget Neron. Ar baianed vella euz he rouantelez a oue koundaonet ganthan d’ann harlu ; mes oc’h ar gristenien eo edo he vrasa kounnar. Sant Iann a veve c’hoaz d’ar mare-ze, hag a ioa karget euz a c’houarnamant holl ilizou ann Azii. Ar garg huel en devoa hag ar brud euz he zantelez hag euz he viraklou hen diskuillaz buhan da enebourien ar feiz. Kroget e oue ennhan epad m’edo e kear Ephez, el leac’h ma veze o chom peurvuia, ha goudeze e oue kaset da Rom da gaout ann impalaer.
Domisian a roaz d’ezhan da joaz etre adori ann doueou faoz pe beza lakeat d’ar maro var ann heur. Diskib muia karet hor Zalver ne varc’hataz ket evit choaz ar maro, ha kerkent ann impalaer, heb damant ebed d’he gozni, her c’houndaonaz da vervel enn eur gaoter leun a eol bero. Sant Iann a zridaz he galoun o klevet eunn hevelep setans ; rak mall en doa da vont da velet he Vestr d’ar baradoz. Mes, pa oue taolet er gaoter, Doue a reaz enn he genver ar burzud en doa great guech all e kenver ann tri zen iaouank e fournez Babilon. Ann tri zen iaouank-se a ioa bet respetet gant ann tan, ha sant Iann ne oue ket devet ken nebeut gant ann eol bero. Er c’hountrol eo : pa oue tennet euz ar gaoter, oa iac’hoc’h ha krenvoc’h eget na oa diagent.
Domisian a oue estlammet o velet kement all; mes sonjal a reaz ne oa erruet ann dra-ze nemed dre zorserez. Evelato ne gredaz mui klask lamet he vuez digant ann Abostol. A hent all goulskoude n’hen lezaz ket ken nebeut da zistrei da Ephez ; mes ordren a eure he gas da enez Pathmos, el leac’h ma skrivaz goudeze levr ann Apokalips.
Er bloaz 95 eo e oue soubet sant Iann enn eur gaoter eol bervet e Rom, heb na c’hoarvezaz drouk ebed ganthan, hag e memor euz ar mirakl-ma ann Iliz e deuz great ato eur gouel hag eunn offis a gostez.
Pa deuaz mamm sant Jakez ha sant Iann da lavaret d’hor Zalver : « — Grit ma vezo va daou vab unan a bep tu d’ehoc’h enn ho rouantelez, » Jezuz a respountaz d’ezhi : « — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. » Goudeze hor Zalver a c’houlennaz he-unan ouz ann daou abostol : « — Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da eva? » Ar c’homzou-ma a ziskouez, d’eomp sklear ne c’heller kaout perz e rouantelez Jezuz-Krist enn env nemed var bouez beza kemeret perz enn he boaniou var ann douar, ha setu ar pez ne goumprene ket mamm sant Jakez ha sant Iann. Ar vamm-ze ne goumprene ket ken nebeut ne vezo ket roet ar plasou er baradoz egiz ma vezont roet e rouanteleziou ar bed-ma. Rouaned ar bed-ma a joaz ar re a geront evit beza da dosta d’ezho; mes er baradoz justis Doue hebken a verk-he blas da bep hini dioc’h m’en deuz meritet. Evit lavaret mad eta, ann den he-unan eo a ra he blas er baradoz.
r zant-ma a ioa ginidik euz ar Pologn. He dud her
goestlaz da Zoue dre anaoudegez vad kerkent ha ma
oue ganet; rak tregont vloaz a ioa m’oant dimezet ha
n’o devoa c’hoaz krouadur ebed. Ar paotrik ne zaleaz
ket da rei merkou anat euz he zantelez da zont. Enn he
vugaleach e karie dija ar bedenn, hag ar binijenn, ha
ne c’hoarie nemed evit diskuiza eunn tammik he spered :
dibri a rea nebeut d’he brejou hag aliez e kouske
var ann douar noaz.
Pa oue echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou sakr, hag e oue hanvet da jaloni gant eskop Krakovii. Ann eskop-ma her c’hargaz ive da brezeg, hag he brezegennou a zougaz kement a frouez ma oue guelet abarz nemeur eur jenchamant kaer etouez ar bobl. Ann holl a ioa leun a istim evithan, hag ar re o deveze eunn douetans bennag var ho c’houstians a zirede a bep tu da c’houlenn kuzul ha sklerijenn diganthan.
Goude maro eskop Krakovii, Stanislas a oue choazet
evit delc’her he blas. Ne felle ket d’ezhan, a briz ebed,
kemeret ar garg-se; mes senti a renkaz erfin ouz ar pab,
hag er bloaz 1072 e oue sakret eskop. Neuze e labouraz
d’en em zantifia he-unan gant muioc’h a aked eget biskoaz
evit gellout saintifia ar re all easoc’h aze ; rak n’en
doa ken ioul nemed da zavetei ann holl eneou a ioa
fiziet ennhan.
D’ann ampoent, ar Pologn e devoa evit roue Boleslas II, den kriz ha libertin. Ker brudet oa dre he grisderi ma’z oa leshanvet Boleslas ann Digernez; mestroetoc’h oa c’hoaz var al libertinach eget var ar iudazerez. Ne glaske ket zoken kuzat he zizursiou, ha n’en doa mez ebed o tiskouez he zoare d’ann holl. Hogen, den ne grede lavaret ger d’ezhan, kement a aoun a ioa razhan. Stanislas hebken en devoue ann hardizegez-se; Stanislas hebken ne varc’hataz ket evit rebech d’ar roue he vuez direol hag ar skouer fall a roe d’he zujidi.
Boleslas a c’hinaz eunn tammik oc’h he glevet. Abarz ar fin goulskoude e reaz ann neuz da gaout c’hoant chench. Mes ar volontez-se ne badaz ket : heb dale e kouezaz adarre enn he zizursiou koz hag e roaz skouer fall d’he zujidi goasoc’h eget biskoaz. Neuze ar Zant a c’hourdrouzaz teuler ann eskummunugenn varnhan. Ar gourdrouz-ma a lakeaz ar roue da vont enn egar, ha raktal e touaz ne d-aje ket ann dra-ze gant ann eskop enn douar.
Stanislas en doa prenet eunn tamm leve da staga ouz he iliz kathedral digant eunn den pinvidik hag a ioa he hano Per; paet en doa ann den-ma dirak testou, mes n’en doa ket bet a guitans. Hogen, Per a ioa maro tri bloaz a ioa, ha setu ama ann taol fallagriez a zonjaz Boleslas da ober evit en em venji euz ann eskop. Alia a eure heritourien Per da lakaat ar Zant da laer, ha da c’helver anezhan dirak ar Justis enn eur lavaret n’en doa biskoaz paet ann tamm leve en doa staget ouz he iliz. « — Me, eme ar roue, a respount euz ann testou. »
Ann traou a erruaz evel m’en doa lavaret Boleslas. Ar re o doa guelet ober ar baeamant ne gredchont ket anzao ar virionez gant aoun rak ar roue, hag ar varnerien a ioa prest da goundaoni Stanislas pa lavaraz hema d’ezho: « — Mar kirit gortoz tri devez ganen, me zigaso dirazoc’h eunn test ha ne c’hellot ket mont enn he enep, me zigaso dirazhoc’h Per he-unan. » Ar varnerien a zirollaz da choarzin o klevet ar c’homzou-ze; evelato e rojont d’ann eskop ann amzer a c’houlenne.
Ar Zant a dremenaz ann amzer-ze o iun hag o pedi Doue, ha d’ann trede deiz, dioc’h ar mintin, ez eaz da vez Per hag e lavaraz d’ezhan sevel ac’hano ha mont ganthan da gaout ar varnerien. Ann hini maro a zentaz raktal hag ar varnerien a reaz eur c’hoarz all pa her gueljont oc’h en em ziskouez dirazho asambles gant ann eskop. Per a roaz da anaout oa bet paet gant Stanislas guennek evit guennek. Skandalat a eure he heritourien abalamour m’o doa tamallet ann eskop e faoz; lavaret a reaz d’ezho ober pinijenn evit ar pec’hed-se, ha goudeze e tistroaz d’he vez.
Goude eur mirakl ker braz, Boleslas a oue furoc’h eur pennad ; mes abarz nemeur e renaz adarre eur vuez ken direol ma’z oa eur vez klevet hano anezhan. Ar Zant hen eskummunugaz erfin, hag a zifennaz outhan lakaat he dreid enn iliz. Neuze ar roue, gant he gounnar, a gasaz soudarded da laza ann eskop epad m’edo oc’h offerenna. Mes ar zoudarded-se a oue spountet ganteur sklerijenn a deue euz ann env, hag a gouezaz d’ann douar a stok ho c’horf. Ann dra-ma a c’hoarvezaz betek teir guech dioc’htu. Mes Boleslas ne reaz van evit kement-se, hag o veza eat he-unan varlerc’h ar zoudarded e faoutaz he benn d’ar Zant gant eunn taol kleze. Merzerenti sant Stanislas a erruaz er bloaz 1079.
Ann testou o doa guelet ar zant-ma o paea ann tamm leve en doa prenet evit he iliz ne gredchont ket anzao ar virionez dirak ar varnerien gant aoun rak ar roue. Nag a dud a zo c’hoaz hirio marteze ha ne leveront ket ar virionez pa vezont galvet da dest dirak ar Justis ! Goulskoude ann dra-ze a zo eur pec’hed braz, eur pec’hed euz ar re c’hrevusa, dreist holl pa reer evelse kalz drouk d’ann nesa. Mar tigouez ganehoc’h eta beza galvet da dest dirak ar Justis, lakit evez da lavaret ato ar virionez, netra nemed ar virionez, mes ar virionez penn-da-benn. A hent all ec’h offansit ann Aotrou Doue, hag e respountot dirazhan
euz ar gaou a c’hellfac’h da ober ouz ho nesa dre ho testeni faoz.
ant Mikeal eo prins ann elez mad, hag a zalc’haz penn da Lusifer pa falvezaz d’ann eal ourgouilluz-ma en em zevel enn env a enep Satan hag a enep ar mevellien en deuz Satan ann douar.
Abalamour da ze ar gristenien o deuz bet ato eunn devosion vraz evit sant Mikeal. Mes ann devosion-ze a zo deuet c’hoaz de greski dre m’eo bet plijet gant anu arc’heal-ma en em ziskouez meur a vech d’ann dud fidel evit rei d’ezho merkou anat euz he garantez enn ho c’henver hag euz he c’halloud dirak Doue. Petra bennag ma’z int sperejou pur, ann elez a c’hell, pa ro Doue kounje d’ezho, en em ziskouez d’ann dud dindan eur furm hag a veler. Er Skritur Sakr e kavomp eur maread testeniou euz ar virionez-ma. Evelse, ann eal Raphael a gemeraz furm eunn den iaouank evit ober koumpagnunez da vab Tobias epad eur veach hirr ha danjeruz. Mad, hirio ann Iliz a ra eunn offis a gostez e memor euz ann deiz ma’c’h en em ziskouezaz sant Mikeal var menez Gargan enn Itali er bloaz 492. Setu ama penaoz ec’h erruaz ann dra-ze.
Eunn den pinvidik euz ar vro en devoa bandennadou saout var ar meaz. Eunn devez, eunn taro a guiteaz he vandenn hag a dec’haz etrezek ar meneziou. Chom a rejot d’he glask epad pell amzer, ha kaer a oue, ne oue guelet roud na klevet menek ebed anezhan e nep leac’h. Abarz ar fin evelato e oue kavet enn eur c’havarn a ioa e traon menez Gargan. Neuze unan bennag a laoskaz eunn tenn bir varnhan. Mes tra eston ! ar bif & zistrin-kaz var ann hini en devoa he vannet hag her glazaz. Ar brud euz eunn hevelep burzud a redaz buhan dre ar c’harter, ha setu ann holl nec’het o klask gouzout petra zinifie ann dra-ze : den ne grede mui tostaat ouz ar c’havarn.
Mont a rejot da c’houlenn kuzul digant eskop Siponto, hag ann eskop-ma a ordrenaz iun epad tri devez dioc’htu, ha pedi Doue heb ehana evit ma plichese ganthan rei da anaout petra zinifie ar pez a ioa c’hoarvezet. Abenn ann trede deiz, sant Mikeal en em ziskouezaz d’ann eskop hag a lavaraz d’ezhan : « — Me eo a zo o tiouall ar c’havarn-ze, ha c’hoant am euz e ve savet eno eunn iliz em henor hag enn henor d’ann holl elez all euz ar baradoz.»
Ann eskop a ieaz raktal da velet ar c’havarn asambles gant he veleien hag ann dud fidel divar dro. 0 veza ma’z oa dija henvel ouz eunn iliz dioc’h ann diabarz, ar veleien o devoue kounje da offerenna ennhan pa garchent, hag heb dale e teuaz eur maread tud di da bardouna. Divezatoc’h e oue savet eunn iliz kaeroc’h var c’horre ar menez, hag ann niver braz a viraklou en deuz great Doue enn iliz-se a zo eunn testeni sklear eo en em ziskouezet e guirionez ann arc’heal sant Mikeal da eskop Siponto.
Sant Mikeal en em ziskouezaz ive e Frans, e tro ar bloaz 709, da zant Aobert, eskop Avranch, hag a lavaraz d’ezhan sevel eunn iliz enn he henor var eur garrek a i ioa er mor, tost d’ann aod, etre Breiz hag ann Normandi. Ann eskop-se ne zentaz ket dioc’htu, hag ann arc’heal en em ziskouezaz d’ezhan diou vech all. Ann drede guech e voustraz gant he viz var dal sant Aobert, ha neuze ar zant-ma a reaz ar pez a c’houlennet diganthan. Sevel a eure eunn iliz el leac’h m’oa lavaret d’ezhan, hag ar garrek-se a zo hanvet abaoue Menez-Sant-Mikeal ; ann iliz savet varnhi a zo ive eur plas a zevosion euz ar re vrudeta.
Sant Mikeal eo difennour ann Iliz hag ann dud fidel a enep Satan hag ar mevellien en deuz Satan var ann douar. Pedit-hen eta gant fizians evit ann Ilizz hag evidhoc’h hoc’h-unan. Pa deui eur sourrad avel fall bennag da c’houeza var hoc’h ene, p’o pezo beac’h o telc’her penn d’ann drouk-spered, goulennit sikour digant ann arc’heal gallouduz-se. Livirit d’ezhan neuze euz a greiz ho kaloun : « — Aotrou sant Mikeal, o c’houi a zo bet treac’h da Lusifer, pa falvezaz d’ann eal ourgouilluz-ma en em zevel enn env a enep Doue, bezit treac’h d’ezhan c’hoaz o rei sikour d’inn-me, o viret ouz va ene paour da goueza etre he skilfou. »
r zant-ma a ioa ganet e kear Nazians er C’happados, hag a oue leshanvet ann Theolojian abalamour d’he vouiziegez var ar skianchou sakr. He dad a ioa paian, mes he vamm a ioa eur gristenez vad hag a boaniaz da zevel anezhan e doujans Doue. O veza bet kaset da Atheenn da ober he studi, e teuaz da veza kamalad braz da zant Bazil, a ioa eno ive d’ann ampoent. Ann daou vignoun-ma a veze ato var evez evit tec’het dioc’h ar goall goumpagnuneziou. N’o devoa etrezho ho daou nemed eur galoun ; mes ar galoun-ze a ioa holl da Zoue, ha ne anaient e kear Atheenn nemed diou ru, ru ann iliz ha ru ar skolach.
Pa oue echu he studi ganthan, Gregor a zistroaz da Nazians, hag en em roaz holl d’ann oberiou a zevosion hag a binijenn. Ne zebre nemed bara hag eunn nebeut c’hoalenn, ha ne eve nemed dour. He viskamant a ioa dister, ha n’en doa ken guele nemed ann douar noaz. Heb dale ez eaz da veva enn eur plas distro asambles gant sant Bazil. Eno ann daou vignoun a dremene ho amzer o pedi, o iun, o labourat, o lenn ar Skritur Sakr hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Mes eskop Nazians a c’halvaz Gregor da zont adarre d’ar gear, hag her greaz belek enn despet d’ezhan.
Goude ma oue beleget, ar Zant en em lakeaz da brezeg, hag abarz nemeur en devoue brud da veza eur prezeger dispar. Etre daou, sant Bazil a ioa deuet da veza arc’heskop e Sesaree hag a reaz henvel he vignoun da eskop e Sasim. Gregor ne felle ket d’ezhan kemeret ar garg-se. Abarz ar fin evelato e sentaz, hag e oue sakret eskop ; mes ne c’hellaz morse mont d’he eskopti. Chom a eure eta e Nazians da zikour eskop ar gear-ma, a ioa dija koz ha kabac’h.
Eskop Nazians o veza maro, ar Zant a oue goulennet a vont da Gonstantinopl. Ann Arianed a rea ho mistri er gear-ze daou-ugent vloaz a ioa ; ann ilizou a ioa holl etre ho daouarn, hag ar gristenien gatholik ne oa mui nemed eur guchennik anezho, ha n’o doa na pastor nag iliz ebed. Mes ar gristenien-ze a anaie Gregor; klevet o devoa hano euz he zeskadurez hag euz he vertuziou braz, gouzout a reant gant pegement a nerz ha gant pebez frouez e prezege, hag esper o doa e c’hellje, gant sikour gras Doue, chench doare d’ann traou ha beza treac’h d’ann heretiked.
Ar Zant en em lakeaz enn hent goude beza argilet eur pennad. Diskenn a eure e ti gerent d’ezhan, hag enn ti-ze ec’h asamblaz raktal ann nebeudik tud fidel a ioa c’hoaz e Konstantinopl. Poan aoualc’h en devoue da genta ; rak ann Arianed hag ann heretiked all a gounte a bep seurt gevier divar he benn. Banna a reant mein outhan pa dremene dre ar ruiou, hag eunn droiad zoken e falvezaz d’ezho lamet he vuez diganthan. Mes ann den fallakr o doa karget da ober ann taol en em strinkaz d’ann daoulin dirak Gregor enn eur anzao he dorfed, hag ar Zant a respountaz d’ezhan kerkent : « — Plijet gant Doue pardouni d’ehoc’h evel ma pardounann va-unan. »
Gant ann dra-ze goulskoude Gregor en devoa ar joa da velet o kreski bemdez niver ar re a deue d’he zelaou. Eur maread heretiked a zigoraz ho daoulagad, hag a guiteaz ho c’hredennou faoz evit heul adarre ar guir relijion. Erfin, dre urs ann impalaer Theodoz, ann ilizou a oue roet enn dro d’ar gristenien gatholik, ha var reked ar bobl, ar Zant a oue hanvet da eskop e Konstantinopl. Mes, o veza ma’z oa eskibien all hag a gave abeg er choaz a ioa great anezhan, e roaz prest ann dilez euz he garg evit distrei da Nazians.
Gregor en em dennaz goudeze enn eunn ti var ar meaz, hag eno e varvaz e peoc’h hag enn eunn oad braz etro ar bloaz 390. Ouspenn ar zarmouniou kaer en deuz lezet dre skrid, ar zant-ma en deuz skrivet c’hoaz kalz liziri ha great meur a levr all evit kelennadurez ann dud fidel.
Da genta. — Ken aliez guech ma tennomp hon halan, e tlefemp sonjal e Doue p’e guir da bep mare Doue a astenn hor buez hag hor c’harg euz he c’hrasou.
D’ann eil. — Red eo suja da Zoue ha d’ann dud : da Zoue evit meur a rezoun, ha d’ann dud evit maga ar peoc’h hag ar garantez.
D’ann trede. — Eunn dra meulabl na talvouduz eo delc’her var ann teod pa vezer poulzet da gomz dre zrouk.
D’ar pevare. — Evit gouarn ann teod n’euz netra guell eged en em voaza da devel avechou.
ntonin a ioa ginidik euz a gear Florans enn Itali, hag a roaz enn he vugaleach merkou kaer euz he zantelez da zont. He vrasa plijadur oa lenn buez ar Zent, hag aliez, goude beza bet er skol, e chome meur a heur dioc’htu da bedi Doue hag ar Verc’hez eharz ann aoteriou. D’ann oad a c’houezek vloaz e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik, ha divar neuze e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou.
Ato e veze ar c’henta er c’heur evit ann offis a veze kanet da hanter-noz, ha goude ann offis-se e chome var zao betek ann deiz, hag e tremene he amzer o pedi pe o vedita, o skriva pe o lenn. Mar beze avechou re zare gant ar c’hoant kousket, ec’h harpe eunn tammik he benn ouz ar voger hag e rea eur voredenn. Mes ann dra-ze ne bade ket pell ; dihuna a rea buhan, ha kerkent ec’h en em lakea adarre da lenn pe da vedita, pe e kroge adarre enn he bluenn. Ne zebre morse a gig nemed goall glanv e vije, ha n’en doa evit guele nemed ann douar noaz pe eur plankenn kalet. Eur porpant reun a veze ganthan bepred, hag avechou e touge, ouspenn, eur c’houriz houarn hag a zanke enn he gorf betek ar beo.
Petra bennag ma’z oa c’hoaz iaouank-flamm, Antonin ne zaleaz ket da veza hanvet da zuperior, ha bez’ en devoue ar garg-ma e meur a gouent euz he Urs. Hogen, ken humbl oa ma felle d’ezhan ato ober al labouriou distera euz ann ti e kement leac’h m’en em gave. Etre daou e varvaz arc’heskop Florans, hag e oue choazet evit delc’her he blas, kaer en devoue klask miret.
Ne c’houfe den lavaret gant pebez furnez, pebez karantez ha pebez dousder e c’houarnaz he eskopti. Prezeg a rea bep sul ha bep gouel, ha ne esperne netra evit diarbenn ann dizursiou ha lamet ar giziou fall euz a douez ann dud a iliz hag euz a douez ar bobl. He galoun hag he ialc’h a ioa ato digor evit ar beorien ; rei a rea d’ezho kement guennek a c’helle da zioueret, ha pa n’en deveze mui guennek ebed, e verze he arrebeuri, he levriou hag he zillad zoken evit pourvei d’ho ezommou.
Goulskoude ar garantez en devoa Antonin evit ar beorien ne vire ket outhan da goundaoni ar re a laere ann aluzenn pe en em daole d’ar feneantiz. Eunn devez, ur bourc’hiz euz a gear a glevaz daou baour keaz dall o kuzulat entrezho : « — Me, eme unan euz ann daou zall, am euz daou c’hant skoed kuzet em boned. » « — Ha me, eme egile, am euz tri c’hant griet em zae dindan. » Ar bourc’hiz a deuaz da gounta ann dra-ze d’ar Zant, ha kerkent ann arc’heskop a reas digas ann daou baour d’he gaout. Neuze e rebechaz d’ezho ar gaou a reant ouz ar guir beorien o tastum arc’hant evelse divar goust ann dud vad, ha goudeze e lamaz ho femp kant skoed digant-ho enn eur lavaret ec’h en em garge d’ho maga hiviziken. Ar Zant a roaz ar pemp kant skoed-se da verc’hed honest ha n’o doa ket ho zud pe a dra d’ho argoulaoui.
Eunn devez all, Antonin a ioa o tremen dre eur ru pa remerkaz eunn eal var c’horre eunn ti. Raktal e c’hoanteaz gouzout piou a ioa o chom enn ti-ze, ha setu hen ebarz. Hogen, kaout a reaz eno teir blac’h iaouank hag a laboure noz-deiz da c’hounit bara d’ezho ho-unan ha d’ho mamm. Ar Zant en devoue truez ouz ar merc’hed keiz-ma, hag en em gargaz da rei d’ezho eur guchenn arc’hant bep bloaz evit na renkchent mui labourat enn noz. Mes ann teir blac’h iaouank, lakeat enn ho eaz gant arc’hant ann arc’heskop, ne ouent mui ken aketuz d’al labour, enn deiz zoken, hag Antonin, o tremen eur vech all dre ar ru-ze, a velaz var ho zi eunn drouk-spered heuzus e plas ann eal. Neuze e skandalaz ann teir blac’h iaouank, hag e lavaraz ne roje ket d’ezho hiviziken kement a arc’hant hag en doa lavaret rei, gant aoun na deujent d’en em goll dre ar feneantiz.
Komzou ar Zant hebken a dalie hirroc’h eged arc’hant. Eunn droiad, d’ann deiz kenta euz ar bloaz, unan bennag a zigasaz d’ezhan eur banerad frouez. Ann arc’heskop a drugarekeaz ann den-ze enn eur lavaret: « — Doue r’ho paeo ! » Mes ann den-ze a ioa o c’hedal he galanna, hag a ieaz kuit eunn tammik drouk-kountant. Antonin, o veza gouezet ann dra-ma, her galvaz da zont enn dro, hag a reaz lakaat enn eur valans ar banerad frouez hag ar c’homzou: « Doue r’ho paeo ! » skrivet var eunn tamm paper. Raktal e oue guelet ar banerad frouez guinteenn ear : komzou ar Zant a ioa kalz pounneroc’h evithit.
Antonin o veza klanvet d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent, en devoue dioc’htu eur gredenn n’en doa mui pell da veva. Reseo a eure buhan he zakramanchou diveza, ha prest goude e varvaz enn eur boket d’he grusifi er bloaz 1459. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Beza paour n’e ket pec’hed, ha n’e ket eunn dishenor ken nebeut evit ar re n’int ket kouezet er stad-se dre ho faot ho-unan. Mes mont da glask pa ne vez ket a ezom, astenn ann dorn pa vez c'hoaz er c’hodell arc’hant aoualc’h da veva, ann dra-ze avad a zo laerez ann aluzenn. Mar d-oc'h paour, nemed easoc’h a ze n'ez eo d'ehoc'h gounit ar baradoz. Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel : « Euruz ar re baour, rak d'ezho eo rouantelez ann env. » Mes red e d'ehoc'h evit kement-se labourat ato keit ha ma c'hellot, teuler evez rak ar feneantiz, hag en em rezina bepred da volontez Doue e kreiz ho poan hag ho paourentez.
r zant-ma a ioa diskib da zant Korantin, var a lavar lod, ha diskib da zant Maodez, var a lavar lod all. Ar roue Grallon, eme ar re genta, o veza roet da zant Korantin eur maner en devoa e parrez Ploudiern, ar Zant a reaz eur gouent euz ar maner-ze, ha kerkent e tiredaz di eur maread tud iaouank evit deski ganthan ar guir feson da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. Hogen, ann tri vrudeta euz ann dud iaouank-se, ar re a gerze guella var roudou ho mestr, oa Guennole, Tudi ha Jakut.
Divezatoc'h, pa oue kaset sant Korantin da Dour evit beza sakret eskop gant sant Martin, Guennole ha Tudi a ieaz da ober koumpagnunez d'ezhan. Sant Martin a reaz stad anezho ho zri, hag a zakraz sant Korantin eskop. Neuze ar zant-ma her pedaz da gonzakri ive he zaou goumpagnoun abaded. Mes sant Martin a respountaz : « — Va breur ker Korantin, setu c'houi eskop brema, ha mestr enn hoc’h eskopti. N'e ket d'inn-me eo konsakri abaded ann eskopti-ze ; ann dra-ze a zo d'ehoc'h-hu da ober. » Sant Korantin o veza distro da Gemper a oue lakeat var he dron gant eur zolanite vraz, hag antronoz e konsakraz sant Guennole ha sant Tudi abaded evit ann diou gouent nevez en doa sonj ar roue Grallon da zevel.
Lod all a lavar, er c'hountrol, eo sant Maodez a oue mestr sant Tudi. E buez sant Maodez, eme ar re-ma, eo merket en devoue daou ziskib ; ann daou ziskib-se a ioa iaouank-flamm pa deujont davethan, chom a rejont ganthan betek he varo, hag unan anezho a ioa he hano Tudi. Mar d-eo hennez hor zant Tudi-ni, ar zant-ma en deuz tremenet he amzer genta enn eskopti Treger, ha marteze zoken oa ginidik euz ann Irland ; rak sant Maodez a ioa ganet er vro-ze, hag ac’hano eo e teuaz da brezeg ar feiz da eskopti Treger e Breiz-Izel.
Ar pez zo sur eo sant Tudi a zo bet o chom enn eunn enezenn a zo er penn all da ster Pount-’nn-Abad, hag a zo bet hanvet a-c’houdevez Enez-Tudi. Kredabl e oue eno da genta oc’h ober he ermitach, hag evel ma’c’h errue tud a bep tu da c’houlenn beva enn he goumpagnunez evit deski ganthan skiant ar Zent, ann ermitach-se a deuaz a nebeut a nebeut da veza eur gouent. Ar Zant a oue lakeat da abad pe da zuperior, hag a varvaz er gouent-se, mes ne c’houezer ket d’ar just pe da vare. Ar gouent a oue chenchet plas d’ezhi divezatoc’h, ha kaset d’al leac’h m’ema brema bourg Loktudi. Ar zant-ma n’e ket hebken patroun Loktudi hag Enez-Tudi; bez’ ez eo ive patroun enez Groa enn eskopti Guened, hag enn iliz ann enezenn-ze ez euz c’hoaz hirio darn euz he relegou.
Sant Tudi, pe hen a zo bet diskib da zant Korantin pe hen a zo bet diskib da zant Maodez, a zo ato da vihana unan euz ar re o deuz sikouret planta ar feiz enn hor bro pe o deuz he lakeat da astenn he griziou. Abalamour da ze e tleomp beza anaoudek enn he genver hag ne bedi gant fizians. Petra vijemp-ni brema ma ne vije ket deuet misionerien santel da brezeg ann Aviel d’hon tadou koz ha da ziskouez d’ezho hent ar baradoz ? Henor eta ha gloar d’ar venac’h ha d’ar visionerien-ze, ha plijet gantho beilla bepred var ar vro o deuz gounezet guech all da Zoue !
Hirio, siouaz ! ne esperner netra evit mouga ar feiz e kalounou ar
Vretouned ; mes patrouned Breiz-Izel a zo braz ho galloud enn env. Mar
bezomp devot d’ezho, hi hon difenno a enep ann drouk-spered hag he
vevellien, hag a obteno evidomp ar c’hras da ober ar skouarn vouzar
oc’h mistri-skol ann diaoul ha da veza ato krenv enn hor relijion evel
ma’z oa guech all hon tadou koz.
eree hag Achillee a ioa daou vreur, ho daou e servich
ar brinsez Domitilla, nizez d’ann impalaer Domisian.
Kristenien oant, hag ho mestrez a ioa kristenez
ive : badezet oant bet ho zri gant sant Per he-unan. Mes
Domitilla a ioa kalz iaouankoc’h eged he daou zervicher,
ha n’oa ket c’hoaz ken desket hag hi var guirioneziou
ar relijion.
Ar brinsez-se a ioa bet goulennet da bried gant eunn den iaouank, he hano Aorelian, hag eunn devez edo oc’h en em ficha evit plijout d’ann den iaouank-ma p’en em lakeaz Neree hag Achillee da ober meuleudi ar guerc’hded dirazhi. « — Ar guerc’hezed kristen, emezho, o deuz eur pried ha n’euz prins ebed hag a ve par d’ezhan evit ar gened, ann danvez hag ar c’halloud. Ar pried-se eo Jezuz-Krist, ar roue a c’hloar, a garg anezho er bed-ma zoken a c’hrasou dioc’h ann dibab, hag ho c’huruno er bed all gant ar sked dudiuz a zo enn dro d’ezhan he-unan. »
« — Ma’m bije gouezet ann dra-ze kentoc’h, eme Zomitilla, me n’em bije ket sonjet dimezi; great em bije ive fae var joaiou ar briedelez evel m’am euz troet kein d’ann idolou da zeiz va badiziant. Mes c’houi marteze a c’hello obten evidon ar c’hras da ober brema ar pez am bije great kentoc’h ma’m bije gouezet. »
Neree hag Achillee a redaz raktal da gaout sant Klemant, ar pab kenta goude sant Per, hag a lavaraz d’ezhan : « — Hor mestrez Domitilla, o veza anavezet peger kaer eo beza pried da Jezuz-Krist, e deuz c’hoant da voestla d’ezhan he guerc’hded; deuit eta d’he lakaat e renk ar guerc’hezed kristen.» Sant Klemant a respountaz « — Ar pez a gountit d’inn a zo eur merk ne zaleo ket Doue d’hor gelver davethan, hag e tleomp, c’houi ha me hag ar brinsez-se, beza merzeriet abarz nemeur. Mes hor Zalver en deuz lavaret arabad eo kaout aoun rak ar re a laz ar c’horf; bezomp eta prest da zenti outhan, rak hen eo a ro ar vuez a bado da viken. » Ar pab a skoaz rak ehun etrezek palez Domitilla evit he reseo e renk ar guerc’hezed.
Aorelian a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ma, ha ne espernaz netra evit gounit adarre kaloun ar brinsez. Mes, o velet e kolle he boan hag he amzer, e tiskuillaz anezhi evel kristenez, ha Domitilla a oue koundaonet d’ann harlu, da lavaret eo, da guitaat Rom ha d’en em denna enn eunn enezenn e kreiz ar mor. Neree hag Achillee a ieaz d’ann enezenn-ze gant ho mestrez, hag a gendalc’haz d’he c’helenn ha d’he c’hennerzi dre ho c’homzou hag ho aliou mad.
Heb dale Aorelian a erruaz eno ive, hag o veza ma tiskrede ne oa ken kaoz d’ar brinsez da veza goestlet he guerc’hded da Zoue nemed he daou zervicher, e reaz skourjeza ar re-mabetek ar beo, ha goudeze ho c’hasaz da Derrasin d’ar gouarner Rufus. Hema a glaskaz ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz; mes Neree hag Achillee a respountaz oant bet badezet gant sant Per, ha ne c’hellent adori doue all ebed nemed Doue ho badiziant. Neuze ar gouarner a lakeaz ho bourrevi enn eur feson didruez, hag erfin e roaz urs d’ho dibenna. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 98.
Goude maro he daou zervicher, Domitilla ne zelaouas ket muioc’h Aorelian eget n’e devoa he zelaouet araok. O velet eta ne c’helle ket dont a benn anezhi, ann den iaouank-se he c’hasaz d’he zro d’ar gouarner Rufuz. Hogen, o veza ma chome ato stard enn he feiz ha ne felle ket d’ezhi a briz ebed kinnig ezans d’ann idolou, ar gouarner a ordrenaz lakaat ann tan enn he c’hambr. Ar brinsez a oue mouget buhan e kreiz ar flammou, hag evelato he c’horf ne oue ket devet. Kavet e oue goudeze enn he bez heb na vije eur vlevenn rostet var ar penn, hag ann avieler Sezer hen enterraz gant respet. Evelse e nijaz ene ar Zantez euz a greiz ann tan d’ar baradoz evit reseo ann diou gurunenn e devoa meritet dre he guerc’hded hag he merzerenti.
Sant Neree ha sant Achillee a zeskaz d’ho mestrez iaouank Domitilla ober fae var ar bed ha var he blijadureziou. Pebez kemm azo etre ann daou zervicher santel-ze ha mevellien hon amzer-ni ! Ar re-ma siouaz ! e leac’h kelenn bugale ho mistri var ar mad, ho c’helenn aliez var ann drouk ; e leac’h lakaat ploumm enn ho fenn, ne lakeont nemed avel; e leac’h ho hencha da vont d’ar baradoz, ec’h henchont anezho da vont d’ann ifern. Ah ! mevellien baour, taolit evez : Doue hen talvezo d’ehoc’h, hag eunn devez a zeui e paeot ker d’ezhan ar c’henteliou hag ar skoueriou fall o pezo roet d’ar vugale ha d’ann dud iaouank-se. Mar karfac’h, er c’hountrol, ober evel ann daou zant-ma, mar karfac’h dougen ar vugale hag ann dud iaouank-se d’ar vertuz ha d’ann devosion, dre ho komzou hag hoc’h oberiou, neuze e tastumfac’h dirak Doue eunn tenzor a veritou, hag ho rekoumpans a ve braz ebarz enn env.
r zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz a dud a lignez huel,
hag a oue skoliet er gear evel ma veze skoliet neuze
ar vugale hag ann dud iaouank euz he renk. He dad hag
he vamm a ioa c’hoaz paianed, pe, mar d-oant badezet,
e talc’hent c’hoaz da vihana da lod euz a c’hiziou fall ar
baianed. Mes hen a oue a-vihanik devot evel eunn eal.
Sant Jermen a Aoserr o veza eat da ober eur bale d’ar vro-ze, Briek a glevaz hano anezhan hag a c’hoanteaz he velet. Dont a reaz eta d’he gaout, hag e c’houlennaz beza resevet etouez he ziskibien. Sant Jermen, o veza remerket doare vad ann den iaouank, hen resevaz gant joa, hag hen digasaz ganthan pa zistroaz e Frans. Briek a ioa eunn ugent vloaz bennag d’ann ampoent.
Dre genteliou eur mestr ker santel e teuaz buhan da veza habil var ar skianchou sakr, hag eur skouer a bep seurt vertuziou. Bez’en devoa dreist holl eur garantez heb he far evit ar beorien, hag aliez e roe d’ezho he zillad pa n’en deveze mui netra da zioueret gantho. Sant Jermen her belegaz, ha goudeze ez eaz da ober eunn dro da velet he dud.
Hogeo, erruout a reaz er gear d’ann deiz kenta euz ar bloaz ha kaout a eure koumpagnunez vraz e ti he dad hag he vamm : fest ann doue Janus a ioa gantho. Ar fest-ma a bade tri devez, hag a denne kalz dizursiou d’he heul. Eunn darn vad euz ann deiz hag euz ann noz a dremenet o tibri hag oc’h eva, ha pa veze leun ho c’hof, ar goazed a viske krec’hinn loaned pe zillad merc’hed, hag a iea da redet ha da zansal er meaz enn eur iouc’hal evel pennou diskiantet.
Briek a lavaraz dioc’htu d’he gerent ne azezche ket ouz taol enn ho zouez. « — Fest ann diaoul, emezhan, eo a zo ganehoc’h, ha ne c’hellann ket kemeret perz er fest-se anez nac’h ar guir Doue a adorann. » Neuze ec’h en em lakeaz da brezeg gant kement a nerz var zantelez ar relijion gristen ma’z oa he dud hag ho mignouned souezet ouz he glevet. Goulskoude ho c’halounou n’oant ket gounezet c’hoaz. Mes ar Zant a reaz meur a virakl dirazho, ha kerkent n’o devoue holl nemed eur vouez evit lavaret: « — Prest oump da guitaat servich hon doueou hag hor giziou fall ; hiviziken n’or bezo ken doue nemed Doue Briek. »
Ar c’homzou-ma a lakeaz kaloun ar Zant da zridal gant ar joa. Hasta a eure kelenn ar baianed-se var guirioneziou ar feiz, ha pa gavaz d’ezhan oant desket aoualc’h e roaz d’ezho ar vadiziant. He dad hag he vamm a oue badezet ive ganthan, pe, mard-oant dija badezet, e ouent da vihana distroet ganthan dioc’h ar fals kredennou a c’hellent da heul c’hoaz, hag evelse e teujont da veza hervez ar c’hras bugale d’ann hini a ioa mab d’ezho dre natur.
Brieka a brezegaz goudeze er c’harteriou divar dro, hag a zavaz ilizou e meur a leac’h. He dad hag he vamm a roaz d’ezhan ive arc’hant da zevel eur gouent, hag er gouent-ma en devoue d’he dro eur maread diskibien. Ar Zant a reaz d’ezho miret ar reolenn a vuez en doa heuliet he-unan epad m’oa bet e Frans gant sant Jermen.
Eur pennad mad a ioa ma laboure evit silvidigez he genvroiz, asambles gant beleien all en doa galvet d’he zikour, pa lavaraz eunn eal d’ezhan dre he gousk dont da Vreiz-Izel. Briek a zentaz var ann heur hag en em lakeaz enn hent gant eiz-ugent euz he ziskibien : eskop oa dija d’ar mare-ze.
Diskenn a eure da genta var aochou Leon, hag ac’hano e skoaz etrezek Treger. Goudeze ez eaz larkoc’h c’hoaz, hag o veza digouezet el leac’h m’ema brema ar gear a zoug he hano, e savaz eno eur gouent hag eunn iliz enn henor da zant Stephan, kenta merzer. Er gouent-se e tremenaz ann nemorant euz he vuez. Hogen, enn he gozni zoken e kendalc’he da iun ha da gastiza he gorf dre ar binijenn. Kendelc’her a rea ive da brezeg d’ar boblou divar dro, ha ne esperne netra evit pourvei da holl ezommou ann eneou fidel. Eleiz a dud a deuaz a nebeut a nebeut da jom e kichen he gouent, ha setu aze penaoz e oue savet kear Sant-Briek. Ar zant-ma a varvaz e tro ar bloaz 502, oajet a ouspenn dek vloaz ha pevar-ugent ha brudet dre he viraklou a bell hag a dost.
Pebez poan n’o deuz ket kemeret ar Zent, pebez poan ne gemer ket
irio c’hoaz ar visionerien evit gounit eneou da Zoue, evit savetei
eneou tud ha ne anavezent ket! Ha c’houi, petra rit-hu evit savetei
hoc’h ene hoc’h-unan? Koumprenit eta eur vech evit mad n’oc’h euz
nemed eunn ene, ha mar kollit ann ene-ze, setu c’houi reuzeudik da
viken, setu c’houi da viken enn tan, da viken enn dizesper. Er c’hountrol, mar saveteit hoc’h ene, setu c’houi euruz evit ato, evit ato er baradoz, evit ato gant Doue. Pehini eo ar guella evidhoc’h ?... « Mont
d’ar baradoz, » a leverot. Ia, mes evit mont di e renkit poania noz-deiz
d’en em ziouall diouz ar pec’hed ha diouz kement tra a zoug d’ar
pec’hed. Hen ober a rit-hu !
onifas a ioa mestr-mevell e ti eunn introun vraz euz
a Rom, he hano Aglae, hag a rene eur vuez fall gant
he vestrez. Eur mezvier touet oa c’hoaz gant ann dra-ze,
mes eur perz mad en devoa : ann dud paour a reseve
kalz sikour diganthan, hag aliez ez ea d’ho c’hlask enn
noz evit pourvei d’ho ezommou. Hogen, ann aluzenn,
eme ar Skritur Sakr, a obten pardoun evit peb pec’hed,
hag a denn ann ene euz ar stad a varo.
Eunn devez, Aglae a oue skoet he c’haloun gant eunn taol euz ar c’hras, ha setu hi ha gelver he mestr-mevell. « — Bonifas, emezhi, gouzout a rit e pe seurt dizurs e vevomp pell zo. Mes ar gristenien a lavar e vezo Doue trugarezuz e kenver ar re a zoug respet da relegou ar verzerien. Kit eta d’ann Azii, el leac’h ma lakeer ann dud fidel d’ar maro, ha digasit d’inn darn euz ho relegou. Me zavo oratoriou kaer enn henor d’ar relegou-ze, ha marteze Doue a blijo ganthan kaout truez ouzomp.»
Bonifas a ieaz enn hent, aour hag arc’hant ganthan leiz he c’hodellou ; rak he vestrez a ioa pinvidik-mor. Araok diblas e c’houlennaz ouz Aglae enn eur c’hoarzin : « — Ha ma tigaser va relegou-me d’ehoc’h evel re eur merzer, petra reot? » Mes Aglae a respountaz raktal : « — Peoc’h ! Bonifas, arabad eo farsal divar benn traou evelse. »
Goulskoude, eur vech enn hent, ar mestr-mevell a
lavaraz ennhan he-unan : « — Brao eo d’inn brema lezel
ar c’hig hag ar guin a gostez, p’e guir ounn karget
da zigas ganen relegou sakr petra bennag ne d-ounn
siouaz ! nemed eur pec’her paour. » Goudeze e pedaz
ann Aotrou Doue d’he zikour ha da rei d’ezhan ar c’hras
da ober eur veach vad.
O veza erruet e kear Tars er Silisii, Bonifas a ieaz var ehun d’al leac’h ma edot o vourrevi ar gristenien. Ar re-ma a ioa eunn ugent bennag anezho. Unan a ioa a zistribill azioc’h eunn tan braz, he benn d’ann traon ; eunn all a ioa stag he zaouarn hag he dreid oc’h peuliou hag a ioa pell ann eil dioc’h egile; eunn all c’hoaz a ioa heskennet dre ann hanter. Hema a ioa trouc’het he zaouarn diouthan, henhont a ioa var he c’hourvez ha plantet eunn tach hirr enn he c’houzoug evit hen delc’her stag ouz ann douar ; etc.
Bonifas a dosteaz ouz ar verzerien hag en em lakeaz d’ho briata ha da boket d’ho daouarn, d’ho zreid ha d’ho jadennou, enn eur lavaret: « — Nag hen zo braz Doue ar gristenien ! Enn han’ Doue, servicherien Jezuz-Krist, pedit evidon, evit ma vezinn eveldhoc’h treac’h d’ann drouk-spered ! »
Ar gouarner, o veza he remerket, a c’houlennaz : « — Piou eo ann den-ze a ra goab ac’hanon-me hag euz hon doueou ? Digasit anezhan d’am c’haout dioc’htu. » Neuze Bonifas a respountaz : « — Me zo kristen ; Jezuz-Krist eo va mestr, hag abalamour da ze me ra fae varnhoc’h ha var ho parnedigez. » « — Pe hano oc’h euz, eme ar gouarner ? » « — Kristen ounn, evel am euz lavaret d’ehoc’h dija, ha mar c’hoantait gouzout pe hano a vez roet d’inn gant ann dud, Bonifas eo a reer ac’hanon. » « — Mad, red eo d’ehoc’h kinnig ezans d’ann doueou. » « — Eur c’hristen ne ginnig ket a ezans d’ann drouk-sperejou. Mar oc’h euz eunn dra bennag da ober d’inn, grit : va c’horf a zo etre ho taouarn. »
Ar gouarner, drouk ennhan, a reaz he zispenn gant eur gribin houarn ken a oue dizolo he eskern ; mes Bonifas a ioa he zaoulagad o para var ar verzerien zantel, ha ne laoske ket eur glemmadenn. A benn eunn heur goude e oue lemmet begou korz da zanka dindan ivinou he zaouarn ; mes Bonifas a zelle etrezek ann env hag a c’houzanve he boan heb lavaret eur ger. Goudeze e oue taolet var he benn enn eur gaoter pek bervet; mes Bonifas a reaz sin ar groaz var ar gaoter, ha n’en devoue drouk ebed. Ar gouarner, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, her c’houndaonaz erfin da veza dibennet, ha Bonifas a varvaz gant joa enn eur bedi Doue evithan he-unan hag evit ann holl dud fidel. He verzerenti a erruaz er bloaz 307.
Goulskoude mestr-mevell Aglae n’oa ket eat he-unan d’ann Azii ; re all a ioa eat c’hoaz da ober koumpagnunez d’ezhan. Ar re-ma, goude beza bet o kas ho c’hezek d’ar marchosi, o doa redet kement korn a ioa e kear Tars evit klask Bonifas ; mes, kaer o devoa bet, n’o doa ket he gavet. Peger souezet ne ouent-hi ket pa glevchont lavaret antronoz en doa skuillet ive he c’hoad evit Jezu-Krist ! Prena a rejont raktal he gorf evit hen digas gantho d’ann Itali : ouspenn dek mil lur a goustaz d’ezho.
Epad ann amzer-ze, Aglae a ioa ive distroet a-gren ouz Doue. Eunn eal a ziskleriaz d’ezhi ar pez a ioa c’hoarvezet, ha pa erruaz korf Bonifas e Rom, e tigemer anezhan gant kalz a respet, ha goudeze e reaz sevel eun iliz el leac’h m’oa enterret.
Bonifas a deuaz enn eunn taol kount da veza eur zant hag eur merzer euz a eunn den fall hag eur mezvier touet ma’z oa diagent. Mes Bonifas a ioa bet ato mad d’ar paour ; ouspenn-ze, lezet en doa a gostez ar c’hig hag ar guin, ha pedet en devoa ann Aotrou Doue d’he zikour. Mar kirit ober eveldhan, da lavaret eo, mar kirit beza aketuz, hervez ho kalloud, d’ann oberiou a drugarez, goulenn sikour digant Doue, ha lezel a gostez kement tra a zo bet kaoz dehoc’h d’he offansi enn amzer dremenet, c’houi a deuio ive da veza eur zant heb dale, n’euz fors peger braz pec’her e veac’h bet bete vrema.
zidor a ioa ganet e kear Madrid e Spagn. He dad hag
he vamm a ioa paour, ha n’o doa ket a be a dra d’he
gas d’ar skol ; mes deski a rejont d’ezhan karet Doue ha
kasaat ar pec’hed, hag ann deskadurez-se a dal hirro’h eged holl skianchou ar bed ; rak mont a c’heller d’ar
baradoz heb ar re-ma, hag heb ann deskadurez-se ne
c’heller ket. Izidor eta ne c’houie na lenn, na skriva;
mes ann dra-ze ne viraz ket outhan da veza eur zant
braz.
En em lakaat a reaz abred e servich eunn Aotrou euz a gear, he hano Iann Vergas, ha pa oue enn oad da fortunia, e timezaz da eur plac’h iaouank fur ha devot, he hano Mari. O veza bet eur mab, ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue, ha goudeze ec’h en em glevaz gant he bried evit beva asambles evel breur ha c’hoar.
Iann Vergas en doa kalz douar var ar meaz, hag Izidor eo a laboure ann douarou-ze : gant ann alar e veze peurvuia. Hogen, setu ama penaoz ec’h en em gemere evit en em zantifia dre he boan hag he labour. Da zul ha da c’houel e tremene he holl amzer o pedi Doue, ha ne vanke morse, na d’ann offerenn, na da zarmoun, na da offis all ebed. Var ar pemdez, e save pell araok ann deiz, Hag abarz ma veze poent d’ezhan mont d’ar park, e rea eur vizit da gement iliz a ioa e Madrid, kouls lavaret. Dioc’h ann noz ne veze adarre fin ebed d’he beden-nou.
Goulskoude teodou fall a gountaz d’he vestr e leze he labour da ober evit chom da zibri ar zent enn ilizou. Vergas a glaskas raktal ann tu da anaout ar virionez, ha setu hen, eur mintinvez, ha mont da ober eunn dro da velet he zouarou. Peger souezet ne oue ket pa remerkaz a-ziabell Izidor o kas ann alar ha daou eal oc’h he zikour, unan a bep tu d’ezhan! Koumpren a reaz dioc’htu oa he zervicher eur mignoun braz da Zoue, ha divar neuze e oue leun a respet evithan.
Ar Zant a ioa tano aoualc’h he c’hounidegez, ha goulskoude oa mad da ober aluzenn. Aliez e roe lod euz he vern d’ar paour, pe evit lavaret guell, ne zebre aliez nemed ar pez a jome a zilerc’h ar paour. Eunn devez m’oa rinset piz ar bouet enn he di gant ar beorien a ioa bet dija, eur paour all a deuaz c’hoaz da doull ann or, hag Izidor a lavaraz d’he c’hreg : « — Mari, guelit ha ne gavot ket c’hoaz dre aze eunn tamm bennag da rei da hema. » Mari a c’houie ne oa mui netra. Evelato e klaskaz evit senti ouz he fried, ha Doue a reaz eur mirakl evit rekoumpansi he bolontez vad hag hini ar Zant. Kaout a eure enn eur plad, a zonje d’ezhi a ioa goullou, pe a dra da garga he gof d’ar paour keaz.
Eunn droiad all, Izidor a ioa bet pedet da leina gant tud eur vreuriez bennag abalamour m’edo he-unan er vreuriez-se. Mes ne erruaz nemed da fin lein, ha c’hoaz ne erruaz ket he-unan : eur vandenn beorien a ioa asambles ganthan. Tud ar vreuriez ne ouent ket evit miret da lavaret : « — E pe leac’h oc’h chomet evelse ’ta, Izidor, ha perak treina d’hoc’h heul kement all a beorien? Ni on euz espernet ho lod-c’houi, mes lod ar beorien- ze avad n’on euz ket espernet. » Ar Zant a respountaz d’ezho kerkent: « — Ar pez a renker eo; va lod-me a vezo aoualc’h evidon va-unan hag evit peorien Jezuz-Krist. » E guirionez, paz ejot da glask lod Izidor, e oue kavet pe a dra da rei da leina d’ezhan he-unan ha da gement paour a ioa deuet asambles gan-than.
Ar zant-ma a varvaz d’ar 15 a viz mae euz ar bloaz 1170, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant devosion eunn eal. He gorf a oue enterret e guered Sant-Andre; mes a benn daou-ugent vloaz goude, e oue savet ac’hano ha kaset d’ann iliz. Hogen, epad m’edot o tigeri he vez, ar c’hleier en em lakeaz da zini anezho ho-unan, ha keriz holl, kouls lavaret, a ziredaz raklal d’ar vered. Kavet e oue ar c’horf enn he bez ha ker fresk ha pa vije bet c’hoaz leun a vuez. Ouspenn-ze, teuler a rea tro var dro dre ann ear eur c’houez vad dudiuz.
Etouez ar miraklou en deuz great Doue evit diskouez santelez he zervicher, setu ama unan euz ar re vrudeta. Philipp Trede, roue Spagn, o veza kouezet klanv enn eur zont euz a Lisboonn, ar vedisinet a ziskleriaz ne oa ket a bareans evithan. Ar Spagnoled a oue glac’haret-holl pa glevchont ar c^helou-ze, ha setu hi hag ober ho zonj da c’houlenn sikour digant sant Izidor. Pennou braz ar rouantelez a ordrenaz ma vije douget he gorf e prosesion d’al leac’h m’oa chomet klanv ar roue. Ann urs-ma a reaz plijadur d’ann holl, rak ann holl o doa fizians e galloud al labourer paour dirak Doue.
D’ann heur merket eta, arched ar Zant a oue tennet euz he blas ha lakeat var brankardou; ar re-ma a ioa eunn dudi sellet outho, ker kaer oant. Ar veleien a renk huela euz a gear Madrid a ioa ouz ho dougen, hag a bep tu edo ar veleien all o kana, hag ann noblans var varc’h, peb hini eur c’houlaouenn goar ganthan enn he zorn. Varlerc’h ez oa eur maread karroziou hag eur bobl tud, goazed ha merc’hed, a bep oad hag a bep stad.
Varnhed eunn hanter-leo dioc’h al leac’h m’edo ar roue, e tigouezaz c’hoaz ouspenn c’houec’h mil den euz ar parreziou divar dro; ar re-ma a ioa ive e prosesion, hag en em lakeaz raktal e renk gant ar re genta. Mab ar roue a deuaz he-unan da ziambroug ar c’hon santel, ha goudeze e reaz koumpagnunez d’ezhan betek kambr he dad. Hogen, ar roue a ioa torret he derzienn d’ann ampoent m’edo arched ar Zant o tiblas euz a iliz Sant-Andre e Madrid, ha pa erruaz enn he gambr, ec’h en em gavaz pare neat dioc’h he glenved. Philipp Trede ne ehane da drugarekaat Doue ha sant Izidor evit ar mirakl o doa great enn he genver.
Ar c’horf santel a oue dizouget da Vadrid gant ar memes solanite m’oa bet kaset d’al leac’h m’edo ar roue. Biskoaz prins ne oue great kement a henor d’ezhan. Er bloaz varlerc’h, e oue lakeat enn eunn arched presiusoc’h c’hoaz, hag evit ober ann arched-ma e oue implijet ouspenn talvoudegez tregont mil skoed enn aour pur.
Sant Izidor a oue diskleriet euruz er bloaz 1619 gant ar pab Paol V, ha lakeat e renk ar zent er bloaz 1622 gant ar pab Gregor XV. A-c’houdevez, kear Madrid e deuz choazet anezhan evit he fatroun, ha rouantelez Spagn evit he difennour.
Holl c’hloar ar brinsed a ia e poultr hag e ludu goude ho maro, e
leac’h ma vezo guelet betek fin ar bed ar brasa rouaned var ho daoulin
dirak relegou al labourer santel Izidor, evit goulenn sikour diganthan.
Peger guir eo eta e tal ar vertuz hirroc’h eget danvez, hag eo kaeroc’h
ar zantelez eged holl gurunennou ann douar!
r zant-ma a ioa ginidik euz a gear Nepomuk er Bohem. He dud hen obtenaz digant Doue dre ho fedennou ;
mes a veac’h oa deuet var ann douar ma oue
dare d’ezhan mervel. Parea a reaz goulskoude gant sikour
ar Verc’hez, ha neuze he dad hag he vamm her
goestlaz da Zoue. Eur paotrik chentil ha devot oa enn he
vugaleach ; karet a rea mont aliez d’ann iliz, hag he
vrasa plijadur oa respount ann offerenn.
Goude beza great he studi e Staaz, e oue kaset da Brag da zeski ar philosophi, ann theoloji hag ann holl skianchou sakr : eno e oue resevet doktor. Mes muioc’h a vall en doa c’hoaz da veza belek eget da veza doktor. Bez’ en devoue erfin ar c’hras-se, ha kerkent ha ma oue beleget, e oue karget da brezeg. Hogen, hen ober a eure gant kement a frouez ma lakeaz heb dale eur maread pec’herien da guitaat ho dizursiou ha da zistrei a-grenn ouz Doue.
O velet ar vad a rea, arc’heskop Prag a hanvaz anezhan da jaloni enn he iliz kathedral, hag ar roue Venseslas her goulennaz da zarmoun enn he balez evit ann azvent. Ar roue-ma en doa kement tech fall a zo, hag e leac’h poania d’ho zrec’hi, e laoske kabestr gantho muioc’h-mui. Goulskoude sarmouniou Iann Nepomuseen a ieaz doun enn he galoun, ha goudeze e oue furoc’h eur pennad.
Kement a istim en devoa evit ar Zant ma kinnigaz
d’ezhan ar c’hargou huela a c’helle da rei da eunn den a
iliz enn he rouantelez ; mes Iann a reaz ato fae var ann
henoriou-ze. En em garga a eure hebken da ingala aluzennou
ar roue, hag er garg-ma e oue e guirionez tad
hag alvokad ar beorien : ne espernaz nag he boan nag
he amzer evit difenn ho c’haoz hag ho zikour enn ho holl
ezommou.
Ar rouanez ive her choazaz evit he c’honfesour. Ar brinsez-se a ioa dija devot araok ; mes divar neuze e oue devotoc’h c’hoaz. Tremen a rea meur a heur dioc’htu enn iliz var bennou he daoulin, hag enn he falez ne gomze nemed a draou santel gant ann introunezed a veze oc’h ober koumpagnunez d’ezhi. Aoun e doa rak skeud ar pec’hed hebken, ha pa veze kouezet enn eur faot dister bennag, ez ea raktal d’hen diskleria d’he c’honfesour.
Mes unan euz a dechou fall ar roue oa beza jalous euz he bried, hag ann tech milliget-ma a reaz d’ezhan klask gouzout petra lavare ar rouanez pa’z ea da govez. Eunn devez eta e toullaz kaoz da Iann Nepomuseen divar benn ar c’hoant en doa da anaout konfesion ar rouanez. Ar Zant a jomaz mantret o klevet kement all, hag a respountaz dioc’htu ann dra-ze a ioa etre Doue hag hen hebken, ha ne c’helle beza diskuiilet da zen all ebed.
Venseslas ne d-eaz ket larkoc’h evit ann dro-ze. Mes prest goude e reaz teuler Iann er prizoun var eunn digarez all, hag e lakeaz lavaret d’ezhan e vije lezet eno ken na roje da anaout konfesion ar rouanez. Ne oue ket lezet pell goulskoude. A benn eunn nebeut deveziou, ar roue her galvaz da vont da leina ganthan, enn esper he c’hounit dre bromesaou kaer. Mes ar Zant a jomaz bepred stard enn he zever, hag a lavare ato oa siellet he vuzellou e kenver ar poent-se, ha ne dorrje biken ar ziell sakr-ma ha pa vije kinniget d’ezhan holl c’hloar hag holl danvez ar bed.
Neuze Venseslas a ieaz enn egar, hag a ordrenaz he gas adarre d’ar prizoun hag he vourrevi enn eur feson skrijuz. Divisket e oue he zillad diganthan, ha goudeze e oue rostet a nebeudou oc’h ann tan he gostou hag ar plasou goridika euz he gorf. Epad ann amzer-ze, ar belek kalounek ne laoske ket eur glemmadenn ; mes he glevet a reat dalc’h-mad o lavaret: « Jezuz ! Mari! Jezuz ! Mari ! » Hanter varo oa pa ehanaz he vourrevien outhan.
Goulskoude ar rouanez a obtenaz, dre he daelou hag he fedennou, ma vije lakeat e liberte. Mes ar roue fallakr a felle d’ezhan ato gouzout petra lavare he bried pa’z ea da govez. Ober a reaz c’hoaz eunn ese all evit klevet ann dra-ze gant ar Zant, hag o veza manket he daol evel ar guechou kenta, ez eaz kement a zrouk ennhan ma roaz urs da veuzi ar c’honfesour fidel er ster a dreuz kear Brag. Pa deuaz ann noz eta, Iann Nepomuseen a oue liammet d’ezhan he zaouarn hag he dreid, ha stlapet er ster-ze var he benn divar eur pount braz a zo varnhi : ann dra-ma a erruaz d’ar 16 a viz mae euz ar bloaz 1383.
Goude m’oa beuzet, korf ar Merzer a zavaz var c’horre ann dour, ha kerkent e oue remerket eur sklerijenn gaer o para aziouthan. Dioc’h ar sklerijenn-ze e oue anavezet e pe leac’h edo, hag antronoz ar jalonied a ieaz di d’he gerc’hat evit he enterri gant eur zolanite vraz.
Tri c’hant vloaz divezatoc’h, e oue digoret ar bez, hag e oue kavet teod ar Zant ker fresk ha teod eunn den hag a zo o paouez tremen. Doue a ziskleriaz c’hoaz santelez he zervicher dre eur maread miraklou all.
Ar pez a gounter d’ar belek er gonfesion a jom eno, ha biken roue na barner ebed ne c’hellfe lakaat eur c’honfesour da derri ar ziell sakr a zo lakeat gant Doue var he vuzellou. Histor ann Iliz a zo leun a desteniou hag a ziskouez sklear, evel buez sant Iann Nepomuseen, eo bet ato ar veleien, e peb amzer hag e peb bro, prest da c’houzanv mil maro kentoc’h eget diskuill ar pez ne c’houient nemed dre ar gonfesion. N’euz fors eta pe seurt pec’hejou o pefe great, n’oc’h euz ket a leac’h da gaout aoun oc’h anzao anezho pa’z it da govez.
Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Spagn, hag a oue
hanvet Paskal abalamour m’oa ganet da zul Fask.
O veza m’oa paour he dud, ne c’hellaz ket mont d’ar
skol ; mes kaout a eure mistri a volontez vad da zeski
d’ezhan he lizerennou, hag evelse e teuaz heb dale da c’houzout lenn. Pa veze o tiouall al loaned, rak n’en
devoue ken micher nemed hounnez enn he vugaleach
hag enn he iaouankiz, e tremene he holl amzer o pedi
pe o vedita, pe o lenn eul levr devot bennag ; mes ann
dra-ze ne vire ket outhan da deuler evez euz he loaned.
Goude beza chomet eur pennad er gear, ec’h en em lakeaz e servich eunn den pinvidik euz ar vro. Ann den-ma n’en doa ket a vugale, hag a zonjaz ober he heritour anezhan. Mes Paskal a reaz fae var ann heritach-se evit en em rei holl da Zoue.
D’ann oad a bevar bloaz var’nn ugent e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Ne oue ket pell eno na oa ar venac’h kosa ha santela souezet o velet he zevosion, he spered a binijenn, hag he aked da holl deveriou he stad. Ar venac’h-se o doa c’hoant e kemerje ann Ursiou sakr evit ma vije e renk ann Tadou ; mes hen a oue guell ganthan chom ato e renk ar Frered pe ar Breudeur.
O veza m’oa bepred humbl, sentuz, laouen ha chentil e kenver ann holl, e veze karget peurvuia da ziouall ann or pe da zervicha taol. Avechou evelato e veze kaset ive da labourat er jardin pe er gegin ; avechou all c’hoaz e veze kaset var dro ar re glanv pe ann estranjourien, hag avechou all erfin e veze kaset da drouc’ha keuneud. N’euz fors peger ien e vije, ne zouge morse nemed eur zae, ha morse ken nebeut ne veze boutou ebed ganthan : ne lakea netra enn dro d’he dreid evit bale e kreiz ann erc’h, ar vein pe ar spern.
D’ar mare-ze, superior jeneral Urs sant Fransez a ioa e Paris, ha superior ar gouent el leac’h m’edo ar Zant en doa ezomm da skriva d’ezhan ; mes nec’het oa o klask gouzout da biou rei he lizer da gas ; rak eur manac’h a riskle neuze he vuez o treuzi ar Frans abalamour d’ar freuz a rea eno ann hugunoded pe ar brotestanted. Paskal en em gargaz euz ar gefridi-ze gant joa, ha setu hen enn hent, diarc’henn hervez he gustumm. Euruz e vije bet da skuill he c’hoad evit ar feiz ; mes Doue ne roaz ket d’ezhan ar c’hras-ma.
Poan aoualc’h en devoue goulskoude epad he veach. Aliez ez ejot var he lerc’h euz ann eil kear d’eben ; lod a vanne mein outhan, ha lod all a skoe ganthan a daoliou baz. He skoaz kleiz a oue distreset gant eunn taol evelse, hag a jomaz ato distres goudeze. Meur a vech all c’hoaz e oue dare d’ezhan beza lazet ; mes Doue hen diouallaz, ha ne oue ket lakeat d’ar maro.
Pa oue distro d’ar Spagn, e kendalc’haz da veza evit he vreudeur eur skouer a bep seurt vertuziou. Ar venac’h all o devoa kement a istim evithan ma veze guell gantho goulenn kuzul diganthan eget digant ann doktored habila a ioa enn ho zouez.
Ar zant-ma en doa eunn devosion dener evit sakramant ann aoter hag evit ar Verc’hez Vari. Tremen a rea meur a heur dioc’htu var he zaoulin dirak ann tabernakl ; neuze e veze douget aliez a spered betek ann env, hag he gorf zoken a veze dibradet avechou dioc’h ann douar, hag a jome a-istribill enn ear.
Erfin, ne vanke devez ebed da henori ar Verc’hez, ha bez’ en doa ennhi ar fizians a dle eur c’hrouadur da gaout enn he vamm. He fedi a rea dreist peb tra da obten evithan digant Doue eur maro mad ha santel, ha bez’ en devoue ar c’hras-se d’ar 17 a viz mae euz ar bloaz 1592, ann eil hag hanter-kant euz he oad. Epad m’edot o kana ann offerenn dirak he gorf, a ioa lezet dizolo enn he arched, he zaoulagad a zigoraz hag a zerraz a benn diou vech anezho ho-unan, da vare ar gorreou, epad m’edo ar belek o sevel ann hosti hag ar c’halir.
Pa veze Paskal Belon o tiouall al loaned enn he vugaleach, e tremene he holl amzer o pedi pe o vedita, pe o lenn eul levr devot bennag, hag ann dra-ze ne vire ket outhan da deuler evez euz he loaned. Hirio, er c’hountrol, ar vugale a renk ober ar vicher-ze a dremen peurvuia ho holl amzer o c’hoari, ha ne daolont nemeur a evez euz ho loaned. Petra zo kaoz a gement-se ? N’euz ken kaoz nemed abalamour ar vugale-ze n’int ket bet kelennet mad gant ho zud. Mar karje ar re-ma beza desket d’ezho abred ho fedennou, ho c’hatekiz hag ive ho lizerennou, mar gellent hen ober, ar vugale-ze o devije bet plijadur evel ar zant-ma o lavaret ho Fater, pe o c’houlenn katekiz ann eil digant egile, pe o lenn eul levr devot bennag, epad ma vijent er meaz gant ho loaned. Mes ne c’houzont seurt euz ann traou-ze ; n’e ket souez eta e tremenfent ho holl amzer o c’hoari heb ober fors pe ez ai ho loaned da laerez pe n’ez aint ket. Penaoz e c’houfent-hi sonjal e Doue ma n’o deuz ket klevet hano anezhan gant ho zud, pe mar o deuz klevet aliesoc’h hano euz ann diaoul ? Penaoz e c’hellfent-hi beza bugale fur, mar o deuz bet muioc’h a genteliou hag a skoueriou fall digant ho zad hag ho mamm eged a genteliou hag a skoueriou mad ha santel ?
ant Venans a ioa ganet e kear Kamerino enn Itali, ha
ne oa c’hoaz nemed pemzek vloaz pa oue tamallet
da veza kristen dirak ar gouarner Antiokus. O c’houzout
oa bet diskuillet, ne c’hortozaz ket ma teuje ar zoudared
d’he glask, hag ez eaz he-unan da gaout ar gouarner.
« — Antiokus, emezhan, ann doueou a adorit a zo bet
invantet gant ann diaoul. N’ez euz ken Doue nemed
ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar, hag
a zo he Vab en em c’hreat den evit hor zavetei. »
Ar gouarner ne espernaz na promesaou kaer, na gourdrouzou spountuz, evit ober d’ezhan nac’h he feiz ; mes, o velet ne c’houneze netra varnhan, e roaz urs d’he staga ouz eur peul ha d’he skourjeza enn eur feson didruez. Venans a vije bet marvet evelse pa n’efe ma teuaz eunn eal da derri he liammou ha d’he zistaga dioc’h ar peul.
Mes ar mirakl-se ne reaz nemed kreski dallentez ha
kounnar he vourrevien. Ar re-ma her stagaz adarreoc’h
eunn treust var bouez he dreid hag he benn enn traon,
ha neuze ec’h en em lakejont da zevi he gostou gant
goulou var elum, Goudeze e rejont moged dindan he
benn, hag e tigorjont d’ezhan he c’hinou evit lakaat ar
moged da vont ennhan. Mes eunn eal, guisket e guenn,
a deuaz d’he ziliamma evit ann eil guech, hag eur paian,
he hano Anastaz, o veza remerket ann eal-ze, a gredaz
dioc’htu e Jezuz-Krist, hag a oue badezet raktal, he dud
hag hen, gant ar belek Porphir. Prest goude, Anastaz a
skuillaz ive he c’hoad evit ar feiz.
Etre daou, ar gouarner a oue souezet pa glevaz n’oa ket maro Venans c’hoaz. Ordren a eure he deuler enn eur prizoun tenval, ha goudeze e kasaz d’he gaout eur zoudard hanvet Attaal, enn esper e c’hellje ar zoudard-ma dont a benn anezhan dre finesa. Attaal a lavaraz d’ar Zant : « — Me, emezhan, a zo bet kristen ive guech all ; mes kuiteat em euz ar relijion-ze pa’m euz guelet peger zot eo ar gristenien oc’h ober fae var madou ha plijadureziou ar vuez-ma evit kounta hebken var re ar vuez da zont. » Mes, kaer en devoue, Venans n’her selaouaz ket muioc’h eget n’en devoa selaouet Antiokus he-unan.
Neuze ar gouarner a reaz terri ha bruzuna he zent d’ar c’hristen iaouank, ha goudeze e lavaraz stlepel anezhan enn eunn toull el leac’h ma veze dastumet kement seurt loudouriach a ioa e kear. Mes tennet e oue ac’hano gant eunn eal, ha setu Antiokus nec’hetoc’h eget biskoaz. Enn dro-ma e lakeaz ar Zant etre daouarn eur barner all. Hogen, ar barner-ma a gouezaz divar he gador enn eur grial: « — Doue Venans eo ar guir Doue, taolit hon re-ni d’ann traon ; » ha kerkent e tremenaz.
Pa glevaz ar gouarner petra ioa erruet, e roaz urs dioc’htu da leusker al loaned var ar Zant. Mes, o burzud! d’ann ampoent ma’z oa ann dud henvel ouz tigred, al leoned-se a deuaz, er c’hountrol, da veza henvel ouz oaned. Gourvez a rejont eharz treid Venans heb ober drouk ebed d’ezhan, hag epad ann amzer-ze ar merzer kalounek a brezege d’ar bobl feiz Jezuz-Krist. Red e oue eta he gas d’ar prizoun enn dro.
Antronoz, ar belek Porphir, ann hini en doa badezet ar paian Anastaz, a ieaz da gaout Antiokus hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Enn noz-ma, me zonje d’inn guelet Venans o vadezi eur maread tud, hag ann dud-se a ioa skeduz evel ann heol epad m’edoc’h, c’houi, e kreiz eunn denvalijenn vraz. » Ar c’homzou-ma a lakeaz ar gouarner da vont enn egar, ha setu hen hag ordren dibenna Porphir var ann heur ha ruill Venans hed ann deiz etouez ann drez hag ar spern. A benn ann abardaez, Venans a ioa dija hanter-varo ; mes pareet e oue adarre dre virakl. Enn devez varlerc’h e oue koundaonet da veza stlapet var he benn d’ann traon divar c’horre eur garrek huel ; mes ne oue ket glazet kennebeut o koueza divar ar garrek-se.
Neuze Antiokus, muioc’h a gounnar ennhan eget biskoaz, a reaz he stleja er meaz euz a gear var eunn hent goloet a vein bihan. Hogen, ar vourrevien a ioa eat ker skuiz o chacha varnhan ma’z oant dare gant ar zec’hed. Ar Zant en devoue truez outho, hag, enn eur ober sin ar groaz, e lakeaz eur zoursenn dour fresk da zilammet euz a eur roc’h. Lezel a eure ive roudou pennou he zaoulin var ar roc’h-ma, a veler c’hoaz hirio enn iliz a zo bet savet enn he henor e Kamerino.
Eleiz a baianed a oue test euz ar mirakl-se, hag a anavezaz raktal ar virionez euz ar relijion gristen. Mes ar gouarner aheurtet a roaz urs d’ho dibenna holl, ha Venans asambles gantho. Kerkent ar gurun a grozaz enn eur feson estlammuz, hag ann douar a grenaz. Antiokus a grogaz aoun ennhan hag a glaskaz tec’het ; mes Doue a gavaz he roudou. hag ober a reaz goall fin prest goude. Merzerenti sant Venans a erruaz e tro ar bloaz 250, enn amzer ann impalaer Des.
Doue a zo en em blijet oc’h astenn merzerenti ar zant-ma evit rei
tro d’ezhan da gaout brasoc’h rekoumpans enn env. Ma vije bet marvet
ar vech genta ma oue bourrevet, e vije bet merzer er memes tra ;
mes he gurunenn ne vije ket bet ker kaer, n’en devije ket bet eur renk
ken huel etouez ar verzerien. Evelse ive ar poaniou hirr ha paduz a
zigas Doue d’eomp er bed-ma a zo aliez merkou euz he garantez hag
euz he drugarez enn hor c’henver. Dre ar poaniou-ze, Doue a fell
d’ezhan ive rei tro d’eomp da greski hor mirit dirazhan ha da ober hor
purkator var ann douar. E leac’h eta en em glemm pa jomomp pell da
c’houzanv poan epad ar vuez-ma, e tlefemp kent en em istimout euruz
abalamour ma c’hellomp esperout neuze kaout brasoc’h rekoumpans
enn env, ha mont var ehun d’ar baradoz goude hor maro.
ozen a ioa ganet e maner Kermartin e kichen kear
Landreger e Breiz-Izel, hag a oue skoliet e ti he dad
enn he vugaleach. D’ann oad a bemzek vloaz, e oue kaset
da Baris da ober he studi, hag ac’hano e teuaz da
Orlean. Hogen, he vamm e devoa lavaret d’ezhan aliez
beva ato enn hevelep feson ma vije eur zant eunn deiz,
hag ar c’homzou-ze a ioa eat doun enn he spered hag
enn he galoun. Var evez e veze dalc’h mad evit en em
ziouall diouz ar pec’hed ha pellaat dioc’h ar goal goumpagnuneziou.
Dougen a rea bepred eur c’houriz reun,
ha morse ne zebre tamm kig, na ne eve banne guin
ebed. He gousk a veze berr enn noz, ha c’hoaz ne gouske
nemed var eunn dorchenn golo gant eul levr pe eur
mean dindan he benn. Epad ann azvent hag ar c’horaiz,
ha meur a zevez all er bloaz, e iune divar bara ha dour.
Pa oue echu he studi ganthan, Eozen a zistroaz da Vreiz, hag a resevaz ann Ursiou sakr e Roazon. Eskop ar gear-ma her c’hargaz da varn ann dud a iliz pa zave klemm enn ho enep, pe pa veze eur gudenn bennag da zirouestla etre ann dud fidel hag hi. Mes ar brud euz he zantelez a reaz da eskop Landreger he c’houlenn da vont di p’e guir oa ganet eno, hag Eozen a ieaz. Ann eskop-se a roaz d’ezhan e Landreger ar garg en devoa kent e Roazon.
Hogen, ne c’houfe den lavaret gant pebez lealded e rea he zever er garg-se. N’oa ket evit miret da vouela bep vech ma renke dougen eur zetans; rak sonjal a rea e vije barnet he-unan gant Doue goude beza barnet ar re all. Da genta, e klaske unani ann diou gostezenn, ha pa ne c’helle ket dont a benn euz he daol, e troe ato gant ann hini a gave d’ezhan a veze ar guir ganthi. Mes ar pez a remerket ennhan ar muia oa he druez hag he garantez evit ann dud paour, evit ann intanvezed hag ann emzivaded keiz. N’oa ket evit gouzanv e vije great ann distera gaou outho, hag avechou ec’h en em garge da zifenn ho c’haoz dirak barnerien ar c’houarnamant; abalamour da ze e oue leshanvet Alvokad ar beorien.
Eunn droiad en doa bet ezomm da vont da Dour, ha mestrez ann ti el leac’h m’oa diskennet a lavaraz d’ezhan : « — Me zo diez va fenn gant eunn dra, emezhi. Daou varc’hadour a zo erruet ama eunn tachad zo, hag o deuz roet d’inn da c’horrenn eur valizenn hag a ioa ennhi var ho meno daouzek kant skoed enn aour. Evit guir, pounner aoualc’h oa. Mes lavaret a rejont d’inn arabad oa rei ar valizenn-ze da nikun anezho nemed egile a vije var al leac’h. Goulskoude, a benn c’houec’h devez goude, unan euz ann daou varc’hadour a deuaz d’he goulenn diganen var digarez ober eur baeamant bennag, ha me, o sonjal oant kamaladed vraz ho daou, he roaz d’ezhan. Mes, abaoue, egile a zo deuet d’he goulenn d’he dro, ha p’en deuz klevet em boa dija he roet d’he goumpagnoun, ez euz eat drouk ennhan hag en deuz va galvet dirak ar Justis. C’hoant en deuz d’am lakaat da baea d’ezhan talvoudegez ar pez a ioa er valizenn, ha varc’hoaz ema devez ar varnedigez, »
Eozenn a ioa eur mestr evit dizelei finesaou ha troiou kamm ann dud fallakr. Respount a eure dioc’htu d’he hostizez : « — Ma ro hoc’h alvokad kounje d’inn, me a zifenno ho kaoz va-unan. » Ann alvokad a roaz kounje, hag antronoz ar Zant a gomzaz evelhenn ouz ar barner : « — Ar vaouez-ma a zo prest da rei ar valizenn a c’houlenner diganthi var bouez ma vezo ar marc’hadour all var al leac’h ; rak, hervez ann emgleo a zo bet etre ann daou estranjour hag hi, ne c’hell ket rei ar valizenn-ze da unan anezho ma n’ema ket egile asambles ganthan. »
Ar barner a gavaz mad ar pez a lavare Eozen, ha kerkent e oue guelet ann hini en doa galvet ann hostizez dirak ar Justis o chench liou hag o krena evel eur bern deliou. Ann den-ze a anzavaz ne oa er valizenn nemed tachou koz hag hernach fall, hag a oue koundaonet he-unan evel laer.
D’ann oad a zaou vloaz ha tregont, ar Zant a oue hanvet da bersoun e parrez Tredrez, hag ac’hano e oue kaset da barrez Lohanek a benn eiz vloaz goude. O veza persoun, ec’h implije he holl amzer o pedi Doue, oc’h ober pinijenn, o kelenn he barrisioniz, o teski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale, o velet ar re glanv hag o pourvei da ezommou ar re baour. Prezeg a rea, n’e ket hebken enn he barrez, mes c’hoaz er parreziou all divar dro, hag e brezounek peurvuia. Hogen, he zarmouniou o doa kement a nerz hag a zouge kement a frouez ma rede ann dud d’he zelaou euz ann eil parrez d’eben.
E kichen he brespital en doa savet eunn hospital, hag ann hospital-ma a veze bepred digor d’ar beorien ha d’ann dud klanv. He-unan e voalc’he ho zreid d’ezho, e louzaoue ho gouliou, e serviche anezho ouz taol, hag aliez e tebre ar pez a jome euz ho dilerc’h. Kerkent ha ma veze echu ann eost, e verze he ed hag e roe ann arc’hant d’ar paour. Unan bennag a lavaraz d’ezhan eunn devez e c’hellje guerza keroc’h mar karje gortoz. « — Me, eme ann den-ze, am euz gounezet pevar guennek dre lur oc’h ober evelse. » Mes Eozen a respountaz raktal : « — Ha me am euz gounezet kant evit unan o verza dioc’htu. »
Ar zervicher braz-ma da Zoue, o veza kouezet klanv prest goude Pask er bloaz 1303, a varvaz e peoc’h d’ann naontek a viz mae, oajet hebken a hanter-kant vloaz. Ann darn vuia euz he relegou a virer c’hoaz hirio e kear Landreger.
Sant Eozen a zo paeroun da galz a dud enn hor bro-ni; mes evit
kaout sikour diganthan n’e ket aoualc’h dougen he hano, red eo dreist
peb tra kemeret skouer diouthan. He vuez a zo bet ato eur mellezour
a lealded hag a garantez evit ar beorien. Penaoz, a zonj d’ehoc’h, e
c’hellfe-hen beza hoc’h alvokad dirak Doue ma n’oc’h ket hoc’h-unan
leal aoualc’h e kenver ho nesa, mar d-oc’h kriz ouz ar paour? Mar
fell d’ehoc’h e ve ar Zent ho patrouned enn env, kenta tra oc’h euz da
ober eo poania da gerzet var ho roudou, ha da heul ar skoueriou a
vertuz o deuz roet d’ar re all epad m’edont var ann douar.
r zant-ma a ioa ganet tost da gear Sienn enn Itali.
Ne oa nemed tri bloaz pa gollaz he vamm, ha seiz
vloaz pa gollaz he dad. Mes savet e oue gant eur voereb
hag a zeskaz d’ezhan abred karet ann Aotrou Doue ha
beza devot d’ar Verc’hez. He vrasa plijadur enn he vugaleach
oa respount ann offerenn ha klevet ar zarmouniou.
He druez ouz ar beorien a ioa ive dreist. Eunn devez m’e
devoa he voereb kaset eur paour dioc’h he dor heb rei
netra d’ezhan, Bernardin a lavaraz d’ezhi dioc’htu :
« — Enn han’ Doue, roit eunn dra bennag d’ar paourze;
me jomo kentoc’h heb dibri tamm d’am lein. »
Epad m’edo er skol, ann distera ger divalo a lakea anezhan da ruzia. Ken doujet oa var ar poent-se gant he gamaladed ma lavare ar re-ma etrezho pa her guelent o tostaat: « — Peoc’h! peoc’h! ema erru Bernardin. » Eunn droiad, eunn den fall euz a gear a gomzaz d’ezhan a draou vil. Ker buhan ar paotrik santel a c’halv he gamaladed, ha setu hi holl asambles da redet varlerc’h al libertin-ze a daoliou mein.
Pa oue echu he studi ganthan, Bernardin a ieaz enn eur vreuriez a ioa savet enn hospital Sienn evit servicha ar re glanv. Prest goude e teuaz ar vosenn er vro, hag enn hospital Sienn hebken e varve betek trivac’h hag ugent den bemdez. Arre a veze var ho zro a oue sammet ive e nebeut amzer, petra bennag ma’z oa ouspenn kant hanter-kant anezho. Neuze Bernardin ha daouzek den iaouank all euz ann noblans en em ginnigaz da zervicha ar re glanv enn ho flas; bet oant o kovez hag o kommunia araok, egiz pa vijent o vont d’ar maro. Chom a rejont enn hospital epad ar pevar miz ma padaz c’hoaz ar c’hlenved, noz-deiz var zao kouls lavaret. Goulskoude ne bakchont ket ar vosenn ; mes Bernardin a ioa ker skuiz ma krogaz ann derzienn ennhan, hag ann derzienn-ze hen dalc’haz var he vele epad pevar miz all.
Pa oue pare, e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Pell a ioa dija ma’c’h en voaze da ren eur vuez humbl ha pinijennuz ; evelse, azalek he genta iaouankiz e iune bep sadorn enn henor d’ar Verc’hez. Mes, eur vech eat da vanac’h, oa evel kounnaret ouz he gorf, kement her c’hastize.
Goude ma oue beleget, e oue karget da brezeg. Hogen he vouez a ioa rust ha goloet dre natur ; mes, abalamour d’ar garg a ioa roet d’ezhan, e c’houlennaz digant hor Zalver, dre veritou he vamm benniget, ma teuje da veza dousoc’h ha sklaeroc’h. He bedenn a oue selaouet, ha he vouez a jenchaz enn eunn hevelep feson ma n’oa ket eunn all hag en devije eur vouez ker brao hag hen da zarmoun.
Ar Zant a brezegaz epad tregont vloaz e kement korn a ioa en Itali. Ker brudet ao, hag he gomzou a zouge kement a frouez, ma oue leshanvet Trompill ann env. Var nerz hano Jezuz eo e kounte dreist peb tra evit skleraat ar sperejou ha gounit ar c’halounou. Abalamour da ze e kase ganthan, e kement leac’h ma’z ea, eunn daolennik hag a ioa ann hano santel-ze skrivet varnhi e lizerennou aour, gant eur c’helc’h hag a lugerne tro var dro evel ann heol o para. A greiz sarmoun e tiskoueze ann daolennik-ma d’ar bobl.
Enn despet d’he labouriou abostolik, Bernatdina gavaz c’hoaz amzer da ober levriou a zevosion evit kelennadurez ann dud fidel. Doue en doa roet d’ezhan ive ann donezoun a viraklou, hag ann dar-ze a greske muioc’h-mui ann istim hag ar respet o devoa ann holl evithan. Ar Pab en devoue c’hoant meur a vech d’he henvel eskop ; mez ne falvezaz d’ezhan morse kemeret ar garg-ma.
O veza kouezet klanv d’ann oad a bevar bloaz ha tri-ugent, sant Bernardin a resevaz he zakramanchou diveza, ha goudeze e varvaz leun a veritou derc’hent gouel ar Iaou-Bask, er bloaz 1444, d’ar mare m’edot o kana enn iliz ann antiphonenn-ma euz ar gousperou kenta : « Pater, manifestavi nomen tuum, etc. ; Va Zad, prezeget am euz hoc’h hano d’ann dud.....ha setu brema ez ann davedhoc’h. »
Eunn den fall euz a gear Sienn a gomzaz d’ar zant-ma a draou vil enn amzer ma’z oa c’hoaz krouadur. Kerkent ar paotrik a c’halvas he gamaladed, ha neuze e redjont holl asambles varlerc’h al libertin-ze a daoliou mein. Setu aze petra dlefe ar vugale da ober da gement hini a glask deski d’ezho ann drouk hag ho dougen d’ar pec’hed. Ar seurt tud-se ne d’int nemed bleizi dislonket gant ann ifern evit taga ann eneou. Hogen, pa vez ar bleiz er vro, e krier, a bouez-penn euz ann eil tachenn d’eben : « — Harz ar bleiz ! harz ar bleiz ! » Bugale, grit eta evit diouall hoc’h ene ar pez a rit evit diouall ho loaned, ha c’houi, tadou ha mammou, bezit ato var evez gant aoun na ve taget eneou ho pugale gant ar bleiz.
er Selestin a ioa ginidik euz ann Itali. He dad hag he
vamm n’o devoa nemed poan ho divreac’h evit beva ;
mes tud a zoujans Doue oant. Daouzek mab o devoue,
ha Per oa ann unnekved anezho. Eunn devez m’edo he
vamm o kaozeal ganthan ha gant he vreudeur hag he
c’hoarezed, e lavaraz evelhenn d’ezho: « — Ha guir e
ve em be-me lakeat ken aliez a grouadur er bed heb
na zeufe nikun anezho da veza eur zervicher braz da
Zoue ? » Per a respountaz raktal: « — Evidon-me
n’em euz ken ioul nemed da zervicha Doue euz a
greiz va c’haloun. » Ar vamm devot a oue joa ganthi
klevet eunn hevelep respount, ha kerkent, e kasaz he
mab d’ar skol. N’e devoue ket a geuz, rak Per a reaz
henor d’ezhi dre he aked da studia, ha muioc’h c’hoaz
dre he furnez hag he vertuz.
Mes n’en em gave ket enn he eaz er bed, ha pa oue echu he studi ganthan, ec’h en em dennaz enn eur plas distro evit beva he-unan gant Doue. Tri bloaz a dremenaz eno e kleuz eur garrek, el leac’h ma c’helle a veac’h sevel enn he za hag astenn he zivesker da c’hourvez. Iun a reaz bemdez epad ann amzer-ze, ha n’en doa ken guele nemed ann douar, na ken dillad nemed eur zae reun.
Goulskoude ann drouk-spered n’hen lezaz ket e peoc’h. Tentet e oue enn eur feson skrijuz, kaer en devoa kastiza he gorf dre ar binijenn. Mes ann elez a deue d’he velet aliez hag a roe nerz d’he ene. Abarz ar fin unan bennag a lavaraz d’ezhan a vije krentoc’h c’hoaz a enep ann drouk-spered ma vije belek, abalamour dar gommunion a raje bemdez. Per a heuliaz ann ali-ze, ha prest goude ez eaz da Rom da reseo ann Ursiou sakr.
Eur vech belek, e chomaz pemp bloaz enn eunn toull a ioa enn douar dindan menez Morroni, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue eno gant ann naoun, ar zec’hed, aan dommder hag ar ienien. Ouspenn-ze, ann drouk-spered a glaskaz rei d’ezhan da gredi n’oa ket din da lavaret ann offerenn bemdez, hag ann dra-ma a lakeaz eur beac’h-enkrez spountuz var he goustians. Mes kounta a eure d’he gonfesour e pe seurt nec’hamant ec’h en em gave, ha ker buhan e oue dizammet euz ar beac’h-enkrez-se.
Ar c’heuneud a ioa enn dro d’he ermitach o veza bet trouc’het, ar Zant en em dennaz var menez Majella gant daou ziskib hag o doa c’hoant da gemeret skouer diouthan ha da veva enn he goumpagnunez. Heb dale n’e ket daou ziskib hebken en devoue, mes kement a ioa anezho ma oue red sevel eur gouent evit ho loja. Ar gouent-se a oue savet var menez Morroni ha setu aze penaoz e teuaz Per da veza ar penn, pe ar foundatour, euz a eunn Urs nevez a venac’h. Araok he varo, ez oa dija betek c’houec’h kant manac’h euz ann Urs nevez-ma, hanvet a-c’houdevez Urs ann Tadou Selestined.
Etre daou e varvaz ar Pab Nikolas IV, hag ar Zant a oue choazet evit delc’her he blas. Kenta tra a reaz, pa glevaz ar c’helou-ze, a oue klask mont da guzat ; mes miret e oue outhan. Senti a reaz eta ouz ar gardinaled ; sakret e oue eskop, ha goudeze e oue lakeat var he dron evel Pab. Neuze eo e kemeraz ann hano a Zelestin.
Mes Doue n’oa falvezet d’ezhan e vije choazet Per evit pab nemed evit hen lakaat e tro da rei d’ar bed eur skouer braz a humilite. Al labour hag ann tregas en doa gant gouarnamant ann Iliz ne lezent mui ganthan kement a amzer da bedi ha da vedita. Aoun en doa, a hent all, ne raje ket mad he zever abalamour n’oa ket boaz dioc’h ar c’hudennou en deveze aliez da zirouestla. Ann traou-ze holl a reaz d’ezhan kaout keuz d’he gouent, hag a benn pemp miz hag eiz devez goude m’oa bet hanvet da bap e roaz ann dilez euz he garg evit distrei da venez Morroni.
Evelato ne jomaz ket eno da vervel; kaset e oue da eur plas all el leac’h m’en devoue kalz da c’houzanv epad ann nemorant euz he vuez. Mes ar boan a blije d’ezhan, ha lavaret a rea aliez : « — N’em euz biskoaz c’hoanteat netra var ann douar nemed eunn toullik kambr, ha great zo d’inn hervez va c’hoant. » Euz ann toull-kambr-se eo ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he veritou, d’ann 19 a viz mae euz ar bloaz 1296, oajet a bemzek vloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez, araok ha goude he varo, dre eunn niver braz a viraklou.
Ar zant-ma en deuz roet ann dilez euz ar garg huela a zo er bed ; pebez kentel evit ar re ne glaskont nemed ann henoriou, evit ar re n’o deuz ken ioul nemed da veza savet dreist ar re all ! E leac’h aviout ann henoriou hag ar c’hargou huel, e tlefemp kentoc’h kaout aoun razho evel ar Zent, abalamour ma’z euz ennho muioc’h a riskl d’en em goll dre ann ourgouill ha goasoc’h kount da renta da Zoue goude ar vuez-ma.
r zant-ma a ioa ganet e kear Gubio enn Itali, hag a
deuaz enn he iaouankiz da veza habil-braz var ar skianchou sakr ha var skianchou ar bed. Pa oue enn
oad da zimezi, e oue kinniget d’ezhan fortuniou kaer ;
mes ober a reaz fae varnho evit en em rei holl da zervich
Doue.
O veza bet beleget, ec’h ingalaz he zanvez etre ar beorien hag ann ilizou, hag ec’h heuliaz eur pennad ar reolenn a vuez a vire eur rumm chalonied hag a reat anezho Chalonied euz a Urs sant Aogustin. Mes etre daou e varvaz eskop Gubio, hag e oue choazet evit delc’her he blas.
Eur vech eskop, Ubald ne jenchaz netra enn he feson da veva. Bez’ e oue ato ken humbl ha ken dic’hloar ha kent, ha ken dister enn he viskamant. Henvel oa oc’h eunn den hag a ioa maro d’ar bed ha d’ezhan he-unan. Iun a rea aliez, ne zebre nemed boued groz ha n’en doa ken guele nemed eur c’holc’hed kologant eur c’hoz pallenn var c’horre. Ann dra-ze a ioa aoualc’h evithan p’e guir e tremene ann darn vuia euz ann noz o pedi hag o vedita. A hent all, e laboure heb ehana da zavetei ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Mez ar pez a remerket ennhan dreist he vertuziou all oa he zousder hag he basianted.
Eunn droiad m’edot o tresa mogeriou kear, ar vansounerien a ieaz eunn tammik re lark var douar ann eskopti. Ar Zant a ziskouezaz d’ezho dre gaer ar gaou a reant outhan ; mes ar mestr a zavaz drouk ennahn, hag en em lakeaz da lavaret a bep seurt traou d’ann eskop. Abarz ar fin zoken e roaz d’ezhan eur vountadenn hag her pilaz ennr eur bern pri-raz. Ubald en em dennaz kuit heb lavaret ger ; mes pa glevaz ar bobl petra ioa c’hoarvezet, e tirollaz eunn abadenn all. Ar bobl a c’houlenne ma vije lakeat ann divergont-se etre daouarn ar Justis. Mes ar Zant a ziskleriaz ne oa nemethan hag en devije guir d’he varn. Hogen, e leac’h he varn, e vriataz anezhan gant karantez enn eur lavaret : « — Plijet gant Doue pardouni d’eoc’h ar faot oc’h euz great bremaik, hag ann holl bec’hejou a c’hellfe beza c’hoaz var ho koustians! »
Eunn droiad all e savaz freuz e kear, Ann dud, rannet e diou gostezenn, a glaske en em zrailla hag en em laza ann eil egile, kement a gounnar a ioa ennho. Ar Zant a redaz raktal d’en em deuler etre ar c’hlezeier noaz, hag en em lezaz da goueza d’ann douar egiz pa vije bet goall dizet. Kerkent ar re a ioa oc’h en em gann a zonjaz o doa marteze lazet ho eskop hag a ziskrogaz euz ho armou. Neuze Ubald a lavaraz d’ezho n’en devoa drouk ebed, ha dre he zousder ordinal e lakeaz adarre ar peoc’h entrezho.
Eur vech all c’hoaz, ann impalaer Frederik Baro-Rouz a ioa o paouez kemeret ha dismantra kear Spolett, hag a c’hourdrouze ober kement all da gear Gubio. Mes ar Zant a ioa eunn tad prest ato da zifenn he vugale, eur pastor prest ato da zifenn he zenved. Mont a eure he-unan da ziarbenn ar prins-se, ha komz a reaz outhan ker brao ma’c’h obtenaz gras evit he bobl.
Doue en doa roet da Ubald ann donezoun a viraklou. Meur a zen klanv a bareaz dre he bedennou ha dre nerz sin ar groaz. Eunn devez goulskoude ne falvezaz ket d’ezhan parea eunn den dall, a ioa deuet da c’houlenn ar gueled diganthan. « — Ar gueled, eme ar Zant, a ve noazuz d’hoc’h ene. Gouzanvit a galoun vad ann dallentez-se ; ne bado ket pell, ha goudeze e velot Doue enn env ker sklear hag ar re all. » Ar c’heaz dall a oue joa ganthan klevet ar c’homzou-ma ha ne c’houlennaz mui kaout ar gueled.
Sant Ubald a oue klanv dalc’h-mad epad ann daou vloaz diveza euz he vuez; mes he glenved ne zervichaz nemed da rei muioc’h a lufr hag a sked d’he basianted. Mervel a eure leun a veritou d’ar 16 a viz mae euz ar bloaz 1160, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma, e leac’h en em venji euz a eunn den hag en doa manket a respet d’ezhan, her briataz gant karantez enn eur lavaret : « — Plijet gant Doue pardouni d’ehoc’h ar faot-se! » Nag a dud zo hirio, er c’hountrol, hag a zalc’h kasouni ouz ho nesa evit ann distera tra, avechou abalamour da eur ger o deuz koumprenet fall, avechou all abalamour n’euz ket bet great stad aoualc’h anezho ! Hag ann dud-se a jom mouzet epad pell amzer heb sellet ehun hag heb komz ouz ar re m’o deuz kaz outho. Hogen, ann dra-ze n’e ket beza kristen eo. Ma ne c’hellit ket, evel ar Zent, diskouez karantez d’ar re o deuz great drouk pe boan d’ehoc’h, arabad e d’ehoc’h ken nebeut diskouez kasouni ; rak ma tiskouezit kasouni, e roit da anaout ne fell ket d’ehoc’h pardouni, ha ma ne bardounit ket d’ho nesa pa en deuz hoc’h offanset, ne viot ket hoc’h-unan pardounet gant Doue.
onasian ha Rogasian a ioa daou zen iaouank a lignez
huel, o chom enn Naoned enn amzer ann impalaer
Dioklesian. Breudeur oant, hag ho daou o devoa troet
kein d’ann doueou faoz evit heul ar relijion gristen ;
mes Rogasian n’oa ket badezet c’hoaz, ha Donasian, er
c’hountrol, en doa dija resevet ar vadiziant.
Ann impalaer Dioklesian o veza roet urs da lakaat ar gristenien d’ar maro, gouarner Frans a deuaz euz he berz d’ann Naoned da ober eunn enklask euz ann dud fidel. Donasian a oue diskuillet raktal d’ar gouarner-ze, ha galvet da vont d’he gaout. « — Donasian, eme ar gouarner, var a glevann, c’houi ne fell ket d’ehoc’h adori hon doueou, ha kement-se zoken n’e ket aoualc’h d’ehoc’h. Lavaret a rit a bep seurt traou anezho, ha ne ehanit da alia ar re all d’ho disprijout enn eur embann e peb leac’h ne c’heller beza salvet nemed o kredi enn eunn den hag a zo maro var ar groaz. »
« — Guir a livirit, eme Zonasian ; karout a rafenn guelet ar Zalver-ze servichet gant ann holl: rak n’euz nemethan hag a virit beza adoret gant ann dud. »
« — Peoc’h var gement-se, eme ar gouarner, pe heb dale me lakaio fin d’ho puez. »
« — N’em euz ket aoun rak ar maro, eme Zonasian ; ar maro ne d-eo spountuz nemed evit ar re a jom evel dhoc’h-hu aheurtet enn ho fals kredennou. »
O klevet eunn hevelep respount, ar gouarner a re
chadenna ar c’hristen kalounek hag he deuler er prizoun.
Prest goude, Rogasian a oue kaset d’he dro dirak ar gouarner, hag hema, o c’houzout n’oa ket badezet c’hoaz, a glaskaz he c’hounit dre bromesaou kaer. « — Mar kirit, emezhan, adori adarre hon doueou, ne vanko netra d’ehoc’h enn amzer da zont; rak ann impalaered ho kargo a vadou hag a henor dreist ar pez a c’hellit da zonjal. » Mes Rogasian ne reaz ket muioc’h a van euz a bromesaou ar gouarner eget n’en doa great Donasian euz he c’hourdrouzou. Neuze ar gouarner a ordrenaz he deuler ive er prizoun el leac’h m’edo dija he vreur.
Goulskoude Rogasian n’oa ket eaz he spered abalamour n’en doa ket c’hoaz resevet ar vadiziant. Mes Donasian a reaz evithan arbedenn-ma da Zoue : « — Aotrou Jezuz-Krist, dirazhoc’h-hu kaout c’hoant a dal kement hag ober. Grit eta dre ho kras ma servicho da vadiziant d’am breur ar feiz a zo enn he galoun, ha ma vezo goalc’het he ene gant he c’hoad egiz ma vije bet goalc’het gant dour ar zakramant. » Ann daou vreur a dremenaz ann noz oc’h en em gennerzi ann eil egile dre ar zonj euz ar gurunenn gaer a ioa ouz ho gortoz enn env.
Antronoz-vintin, ar gouarner a lavaraz da genta ho astenn var eur stern koat evit ma vije torret ho izili outho, ha goudeze e roaz urs d’ho dibenna. Evit ober muioc’h a boan d’ezho, ar bourreo a zankaz beg he zabrenn enn ho gouzoug abarz distaga ho fenn dioc’h ho diouskoaz. Mont a rejont evelse ho daou asambles d’ar baradoz, Donasian foug ennhan abalamour m’en doa great eur c’hristen euz he vreur ; rak petra bennag m’oa ar iaouanka, hen eo en doa gounezet Rogasian d’ar feiz ; ha Rogasian euruz dioc’h he gostez abalamour ma c’helle kaout perz e gloar hag e rekoumpans Donasian. Ho merzerenti a erruaz e tro ar bloaz 290 goude donedigez hor Zalver.
Sant Donasian ha sant Rogasian eo ann daou genta euz a Vreiz o deuz skuillet ho goad evit Jezuz-Krist. Ma ne vezomp ket galvet hirio rei testeni euz hor feiz dirak ar varnerien, on euz leac’h ato, hag aliez zoken enn amzer-ma, da anzao ar feiz-se dirak ar bed hag he c’hoaperez, dirak ar fals doktored hag ho lavariou fallakr. Diskouezomp ez oump bugale d’ar Zent o tifenn hon relijion eveldho heb aoun ebed rak ann dud, hag o veza prest da c’houzanv kement hag hi, mar be red, kentoc’h eged ober netra hag a ve eunn dismegans evit eur c’hristen.
unn eston eo klevet hano euz ar pez e deuz great aliez
mamm Doue evit sikour ar bobl kristen da veza
treac’h da enebourien ar relijion. Evelse n’euz ket c’hoaz
pell, e velemp e buez sant Pi V e c’hounezaz ar gristenien
eur viktor gaer var ann Turked d’ar seiz a viz here
euz ar bloaz 1571. Ar viktor-ze a zo bet lakeat ato var
gount sant Pi V, abalamour d’ar pedennou en doa great
he-unan pe ordrenet ober evit he obten. Mes ar pedennou-ma
a ioa dreist peb tra pedennou enn henor d’ar
Verc’hez, ar pedennou-ma oa dreist peb tra ar re a lavar
asambles enn iliz ar breudeur hag ar c’hoarezed euz a
vreuriez ar Rozera. Ar pab santel a zonjaz eta n’oa ken
kaoz nemed ar Verc’hez m’o doa kollet ann Turked, hag
evit diskouez d’ezhi he anaoudegez vad hag anaoudegez
vad ann holl dud fidel, e reaz lakaat enn he litaniou
ar c’homzou-ma n’edont ket ennho araok : « Auxilium
christianorum, ora pro nobis. Sikour ar gristenien,
pedit evidomp. »
Eunn dra dinoc’h c’hoaz da veza remerket hag a c’heller da gemeret evit eur mirakl eo ar pez a c’hoarvezaz enn amzer ar pab Pi VII. Ar pab-ma a ioa bet he-unan o sakri ann impalaer Napoleon Kenta e Paris er bloaz 1804, ha goudeze, d’ar 6 a viz gouere euz ar bloaz 1809, e oue tennet euz he balez e Rom abarz ann deiz, ha kaset da gear Savoonn evel eur prizounier dre urs ar memes impalaer. Eno ne oue lezet den ebed, kouls lavaret, da dostaat outhan ; eskop Savoonn zoken ne c’helle komz ganthan nemed dirak testou. Ar pab eta n’en doa mui ar frankiz a renk da gaout evit gouarn ann Iliz egiz ma’z eo dleet, evit pourvei da holl ezommou ann dud fidel ha kas he gelennadurez dre bevar chorn ar bed ; rak n’en doa kounje da skriva nemed pa veze var al leac’h ar re a ioa karget d’he ziouall, ha kement lizer a reseve a veze digoret araok hen rei d’ezhan.
Hogen, ann dra-ze a badaz meur a vloaz ; mes Pi VII ne fallgalounaz ket : goude Doue, he holl fizians a ioa e mamm Doue. E Savoonn ez oa eunn imach d’ar Verc’hez hag a ioa brudet pell a ioa dre ar miraklou a rea, ha dre ann niver braz a bardounerien a zirede a bep tu da zaoulina dirazhan. Euz a voeled he brizoun, ar pab santel ne ehane da bedi ha da lakaat pedi Introun-Varia Savoonn da zellet a druez outhan hag ouz ar gristenien baour, a ioa evel bugale emzivad ne c’hellent mui guelet ho Zad, na goulenn kuzul ha sklerijenn diganthan pa vije eunn nec’hamant bennag var ho spered. He bedenn a oue selaouet erfin.
Napoleon en devoa lakeat digas Pi VII da Fontenblo e kichen Paris, enn esper ober he vestr d’ezhan easoc’h a ze. Mes ar c’hountrol eo a c’hoarveaz. Ar pab a zalc’haz mad da zifenn guiriou ann Iliz, hag ann impalaer he-unan a renkaz plega abarz ar fin ha rei urs da lezel Pi VII da zistrei da Rom. Ar pab a guiteaz Fontenblo d’ann 23 a viz genver euz ar bloaz 1814 ; mes ne erruaz e Rom nemed d’ar 24 a viz mae. Dija var he hent en devoa resevet a bep seurt merkou a respet hag a garantez e kement leac’h ma tremene; mes ann digemer a oue great d’ezhan e Rom a oue c’hoaz kalz kaeroc’h ha dudiusoc’h. Kalounou ann holl a zride gant ar joa ; peb hini a ioa laouen evel ann heol, ha ne glevet a bep tu, e kreiz trouz ar c’hleier o vralla hag ar c’hanoliou o krozal, nemed moueziou skiltr o krial a bouez-penn: « — Buez hirr d’ann Tad Santel ! Buez hirr d’ann Tad Santel!! » D’ann ampoent, Napoleon ne oa mui impalaer e Frans ; didronet oa bet d’he dro goude beza didronet ar pab hag he zalc’het er prizoun epad pemp bloaz, ha setu aze petra c’hounezer oc’h ober brezel da vikel Jezuz-Krist var ann douar.
Kenta tra a reaz Pi VII, goude m’oa deuet euz he brizoun, a oue diskouez he anaoudegez vad da vamm Doue ; rak kredi a rea stard oa dleour d’ezhi euz he liberte. Enn eur dremen dre gear Savoonn, e lakeaz he-unan gant eur zolanite vraz eur gurunenn aour var benn ann imach sakr a henoret er gear-ze dindan ann hano a Vamm a drugarez, ha pa oue digouezet e Rom ha pignet adarre var he dron, ec’h ordrenaz ma vije great bep bloaz, da genver ann deiz-ma, eur gouel hag eunn offis nevez enn henor d’ar Verc’hez, dindan ann hano a Introun-Varia-A-Vir-Zikour, e memor euz he zistro euruz e Rom d’ar 24 a viz mae 1814.
« Doue, eme zant Bernard, a zo falvezet d’ezhan skuill varnomp he c’hrasou dre zaouarn Mari. Roet en deuz d’eomp he Vab evit beza hon alvokad dirazhan, ha Mari evit beza hon alvokadez dirak he Vab. Daoust ha Doue a c’hellfe biken ober ar skouarn vouzar ouz he Vab, ha Mab Doue ober ar skouarn vouzar ouz he vamm ? » Pedit eta Mari gant fizians, henorit-hi evel ho rouanez, karit-hi evel ho mamm, hag ar Verc’hez benniget-se a veillo bepred varnhoc’h hag ho sikouro enn hoc’h holl ezommou. Auxilium christianorum, ora pro nobis ! Sikour ar gristenien, pedit evidomp !
r zant-ma a ioa mab da eur c’halvez euz a vourg
Soano enn Toskaan, hag a zo unan euz ar brasa
pabed e deuz bet ann iliz. Hildebrand oa he hano, ha
setu ama petra gounter divar he benn d’ar mare ma’z
oa c’hoaz bihanik. Eunn devez m’edo he dad o labourat
gant ann daladur, hen a ioa o c’hoari gant ar skolpachou.
Hogen, petra bennag ne anaie c’hoaz lizerenn
ebed, ar paotrik a renkaz ar skolpachou-ze enn eunn hevelep feson ma verkent ar c’homzou-ma euz ar skritur
Sakr: « Dominabitur a mari usque ad mare, ren
a rai euz ann eil mor d’egile. » Doue a ioa falvezet
d’ezhan diskouez dre eno ar c’halloud en devije eunn
deiz ar c’hrouadur-ze var ar bed holl.
Hildebrand a oue skoliet gant eunn eontr d’ezhan, ha goudeze e sonjaz mont d’ann Allemagn da ober koumpagnunez d’ar pab Gregor VI, en doa nevez roet ann dilez euz he garg. Mes, enn eur dremen dre gouent Kluni, e savaz c’hoant ganthan da jom eno, hag e kemeraz sae ar venac’h. Ne oue ket pell etouez ar re-ma na zervichaz da skouer d’ezho holl, hag heb dale e oue brudet er meaz euz ar gouent zoken, dre he skiant braz hag he zantelez.
Bruno, eskop Toul, o veza bet hanvet da bap, a deuaz d’he velet da Gluni hag er c’hasaz ganthan da Rom. Bez’e oue, evel pa lavarfenn, breac’h deou ar pab-se evit ar pez a zell ouz gouarnamant ann Iliz ; ha n’e ket breac’h deou ar pab-se hebken, mes bez’e oue ive breac’h deou ar pabed all a oue hanvet da genta var he lerc’h. N’euz fors e pe leac’h e veze eunn dizurs pe eur gredenn faoz bennag da ziarbenn, eur c’hiz fall bennag da derri pe eur goall gudenn bennag da zirouestla, Hildebrand a veze karget ato euz ann dra-ze. Pa deue ar maro d’ar pab a veze o ren, hen eo a veze karget ive gant ar gardinaled da joaz eunn all enn he blas. Mes abarz ar fin e oue choazet he-unan enn despet d’ezhan, ha neuze e kemeraz ann hano a C’hregor VII.
Hogen, eunn druez eo sonjal e pe stad edo ar relijion d’ar mare-ze dre faot ar brinsed hag ann dudchentil vraz, hag ive siouaz ! dre faot ann dud a iliz.
Ar brinsed hag ann dudchentil vraz a felle d’ezho
henvel eskibien ha persouned enn ho rouanleleziou pe
enn ho farreziou heb n’en devije ar pab netra da velet
e kement-se, ha peurvuia e roent ar c’hargou-ze da dud
ha n’oant ket din anezho, da dud ha n’oant bet biskoaz
galvet gant Doue da veza beleien. Aliez zoken ho guerzent
d’ar re a daole ar muia varnho. Ac’hano eo eaz koumpren
pebez dizurs a ioa etouez ann dud a iliz ho-unan.
Sant Gregor, eur vech azezet var gador sant Per, ne varc’hataz ket evit lakaat ann houarn ruz var gouliou ken danjeruz. Lamet a reaz ho c’harg digant ann eskibien hag ar veleien o doa he frenet, pe ne vevent ket ennhi egiz ma tlient beva, ha difenn a eure guiriou ann Iliz a enep ar brinsed hag ann dudchentil vraz gant muioc’h a nerz hag a hardisegez eget n’en doa great pab all ebed abaoue amzer ann Ebestel.
Eunn devez m’edo oc’h offerenna, e oue guelet eur goulm o tiskenn euz ann env var he skoaz deou, hag o tispaka he diouaskell azioc’h he benn. Ar mirakl-ma a ioa eur merk anat ne rea netra nemed dre atiz ar Spered-Santel. Abalamour da ze ann darn vuia euzar rouaned, euz ann eskibien hag euz ar veleien, a zente outhan hag a respete he gomzou evel komzou ann Aotrou Doue he-unan. Eur prins hebken a rea bepred ar skouarn vouzar ouz he aliou hag he c’hourdrouzou, hag ar prins-se oa Herri IV, impalaer ann Allemagn.
Sant Gregor a daolaz erfin ann eskummunugenn var ann impalaer-ma, hag her galvaz da vont d’he gaout evit respount d’ar pez a damallet d’ezhan. Herri IV a ieaz, hag ar Zant a zavaz ann eskummugenn divarnhan. Mes a veac’h oa distro d’he rouantelez ma’c’h en em lakeaz da zastum eunn arme evit didroni ar pab, hag heb dale ec’h erruaz dirak Rom gant ann arme-ze. Sant Gregor a c’hellaz tec’het hag en em dennaz da genta var Menez-Kasin, ha goudeze e kear Salern. Eno e varvaz er bloaz 1085, hag he gomzou diveza a oue ar re-ma : « Karet em euz ar justis, ha bet em euz ato kaz ouz ann dislealded hag ouz ar fallagriez ; setu aze perak e varvann enn harlu. » Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Ar zant-ma a zifennaz guiriou ann Iliz a enep ar brinsed hag ann
dudchentil vraz gant muioc’h a nerz hag a hardisegez eget n’en doa
great pab all ebed abaoue amzer ann Ebestel. Abalamour da ze eo
maro enn harlu, pell dioc’h Rom ; mes dre eno ive en deuz gounezet
eur gurunenn gaer enn env. Grit ato ho tever eveldhan, daoust d’ar pez
a c’hellfe ann dud da lavaret pe da ober, ha goude ar vuez-ma o pezo
perz ive enn he c’hloar hag enn he joauzded er baradoz.
hilipp a ioa ganet e kear Florans enn Itali a dud a
zoujans Doue, hag a roaz a-vihanik merkou anat euz
he zantelez da zont. Goude beza great he studi, e oue
kaset da di eunn eontr d’ezhan a ioa marc’hadour ha
pinvidik-braz. Plijout a eure kement d’he eontr ma felle
da hema sina he holl danvez d’he niz. Mes Philipp a
reaz fae var ar fortun gaer-ze, hag a c’houlennaz kounje
digant he dad hag he vamm da vont da Rom. Eno ec’h
en em gargaz da ober skol da vugale eunn dijentil, hag
epad ann amzer-ze e teskaz he-unan ar philosophi hag
ann theoloji. Heb dale e oue unan euz ann habila tud
iaouank euz he oad ; mes he humilite a rea d’ezhan
kuzat he vouiziegez.
D’ann ampoent-se e veve dija evel eur manac’h. Ne rea nemed eur pred bemdez, hag avechou zoken e chome tri devez dioc’htu heb dibri tamm. Aketuz oa da vizita ar seiz iliz veur euz a Rom, hag aliez e tremene ann noz e guered Kallist o sonjal e Doue hag er baradoz. Boaz oa ive da vont da velet ann dud klanv d’ann hospitaliou, ha sevel a eure eur vreuriez evit digemeret, servicha ha kelenn ann dud paour a deue da bardouna var beziou ann Ebestel.
Ann tan euz a garantez Doue a ioa ker krenv enn he galoun ma veze klevet aliez o lavaret: « — O va Doue, p’e guir oc’h ken din da veza karet, perak n’oc’h euz-c’houi roet d’inn nemed eur galoun ? Perak da vihana n’eo ket brasoc’h ha ledanoc’h va c’haloun ? » Diou euz he gostou a deuaz da choueza hag erfin da derri dre ann nerz euz ann tan-ze.
D’ann oad a C’houec’h vloaz ha tregont, he gonfesour a reaz d’ezhan kemeret ann Ursiou sakr, ha goude ma oue beleget, e oue karget da govez. Hogen, evel konfesour, n’en doa ket he bar evit lakaat ar bec’herien da zistrei ouz Doue, hag ober d’ezho kaout keuz d’ho fec’hejou. Anaout a rea stad ar c’houstiansou dre ar c’houez a gleve gantho ; gant ar re a ioa pur e kleve c’houez vad, ha gant ar re n’oant ket pur e kleve c’houez fall.
O veza ma teue eur maread tud da c’houlenn kuzul diganthan er meaz euz ar gonfesion, ar Zant en em lakeaz da ober konferansou d’ezho enn he gambr. Mes heb dale ne oue ket a blas aoualc’h eno, hag e reaz ar c’honferansou-se enn eunn orator a ioa azioc’h iliz Sant-Jerom. Neuze e c’halvaz beleien all d’he zikour, ha setu aze penaoz e savaz eur Gongregasion nevez, hanvet Kongregasion ann Orator, euz a hano al leac’h ma veze great ar c’honferansou.
Doue a gargaz he zervicher a bep seurt grasou dreist-ordinal. Avechou, a greiz medita pe offerenna, e veze dibradet he gorf diouz ann douar, hag e veze remerket eur sklerijenn gaer o para enn dro d’ezhan. Avechou all ec’h en em gave e meur a leac’h asambles, hag aliez e vele ar Verc’hez hag ann elez. Bez’en devoue ive ann donezoun a viraklou, hag eleiz a dud klanv hag a dud toc’hor zoken a oue pareet ganthan.
Eunn devez, enn eur palez a Rom, eur paotrik pevarzek
vloaz, he hano Paol, a ioa prest da vervel hag a
c’houlennaz ann Tad Philipp. Raktal ez ejot da glask ar
Zant ; mes oc’h offerenna edo. Pa oue echu he offerenn
ganthan, ec’h hastaz mont ; mes re zivezad oa : ar paotrik
a ioa tremenet, Dija oa goalc’het he gorf evit beza
lienet. Goulskoude Philipp en em strink d’ann daoulin
eharz he dreid, a daol dour benniget varnhan hag a
douch outhan enn eur grena. Kerkent, tra estlammuz !
ar paotr a zao var he c’houanvez. « — Pehini ar guella
ganez, eme ar Zant neuze, pe vervel pe jom beo ? »
Ha Paolik a respountaz : « — Me’m euz guelet dor ar
baradoz gour-zigor ; va mamm ha va c’hoar a ioa eno :
guell eo ganen mervel ! » Enn eur gomz evelse, ar
paotrik a gouezaz adarre maro-mik etre divreac’h
Philipp.
Ar Zant a varvaz he-unan unnek vloaz goude, d’ar 26 a viz mae euz ar bloaz 1595, oajet a bevar-ugent vloaz. Pa oue digaset he Zoue d’ezhan, e tirollaz da vouela hag e lavaraz a vouel huel : « Setu va C’harantez, va C’harantez ! Dont a ra davedon ann hini a ra dudi va ene ! Hastit buhan rei d’inn va Charantez ! »
Pegen tomm ne oa ket kaloun ar zant-ma e kenver Doue, e kenver Jezuz-Krist er zakramant euz he garantez ! Ha ni, peger klouar, peger ien marteze n’eo ket hon hini ! Marteze e klevomp ann offerenn heb ober van ebed euz a basion hor Zalver hag euz he varo var ar groaz ; marteze zoken e tostaomp ouz ann daol zantel heb na ve nemeur tenereat hor c’haloun ! E pe leac’h eta ema hor feiz, ha peger klanv n’eo ket hon ene ? O va Doue, pardoun euz va ienien, euz va ingrateri tremenet ! Allumit hoc’h-unan em c’haloun ann tan euz ho karantez, ha ma ne c’hellann ket ho karet evel m’oc’h bet karet gant ar Zent, grit da vihana m’ho karinn hiviziken guelloc’h eget na’m euz ho karet bete vrema.
r zantez-ma a ioa ginidik a Florans evel sant Philipp
Neri, ha n’e devoa ket brasoc’h plijadur enn he
bugaleach eged o teski ho Fater, ho Ave, Maria, hag ho
C’hredo d’ar vugaligou all euz he oad. Dija d’ann ampoent-se
e devoa ive eunn devosion dener evit Jezuz-Krist
e sakramant ann aoter, ha pa veze bet he mamm
o kommunia, ar pez a errue aliez, e klaske tostaat
outhi muia ma c’helle, hag ez ea da azeza var bord he zavancher
pe var bord he lostenn. He mamm o veza goulennet
outhi perak e rea ann dra-ze, ar verc’hik a respountaz :
« — Abalamour ma klevann c’houez ann Aotrou Doue
ganehoc’h. »
Ne oa c’hoaz nemed dek vloaz pa reaz he zonj da jom bepred guerc’hez, ha divar neuze e kouske peurvuia var ar c’halet hag e kastize he c’horf dre ar rusta pinijennou : eur vech zoken e stagaz eur gurunenn spern enn dro d’he fenn hag e talc’haz ar gurunenn-ze epad ann noz enn despet d’ar boan e devoa ganthi.
D’ann oad a bevarzek vloaz e oue kaset d’ar gouent, hag eno e tremene teir heur bemdez o vedita, div heur dioc’h ar mintin hag eunn heur dioc’h ann noz. Tremen a rea ive kalz amzer o lenn levriou devot ; mes ne grede ket e vije din da veva etouez al leanezed na da gomz outho, abalamour al leanezed a ioa priejou da Jezuz-Krist hag hi ne oa ket choaz. Skuba ann ti avad hag ober ar gueleou pe eul labour all bennag evelse, ann dra-ze oa he flijadur pa veze roet kounje d’ezhi. Al leanezed, er c’hountrol, a lavare entrezho : « Hounnez a vezo eunn deiz eunn eil santez Jertrud pe eunn eil santez Katell a Sienn. » C’hoant o doa holl e vije chomet da leanez enn ho c’houent ; mes Doue he galve da vont enn eunn Urs all.
Choaz a eure Urs Karmes abalamour enn Urs-ma e kommuniet bemdez kouls lavaret. Hogen, n’oa ket seitek vloaz echu pa viskaz sae ar C’harmelitezed, ha kerkent e oue evit al leanezed all eur skouer a bep seurt vertuziou. He mestrez a lavare : « — Ar seur Mari-Madalen eo a dlefe beza e va flas-me ha me enn he hini ; evidon-me a ve joa ganen senti outhi. »
Evit guir, ar Zantez a verve kement he c’haloun gant ar garantez e doa evit Doue ma renke terri gant dour ien nerz ann tan a ioa ennhi. Aliez e veze klevet o lavaret : « O Karantez, perak n’oc’h-hu ket anavezet, perak n’oc’h-hu ket karet ? » Avechou all e lavare c’hoaz : « Penaoz n’oc’h-hu ket holl deod, o krouadurien, evit meuli va C’harantez, hag holl galoun evit karet ar Garantez n’euz fin na muzul ebed d’ezhi ? »
Doue, dioc’h he gostez, a garge he zervicherez a c’hrasou
burzuduz. Aliez, goude beza bet o kommunia, e
veze douget a spered betek ann env. He chorf a jom
enn he blas egiz pa ne vije buez ebed ennhan ; me
epad ann amzer-ze he ene a vele Doue ha kement tra
gaer ha dudiuz a zo er baradoz.
Eunn devez, hor Zalver a lavaraz d’ezhi iun bemdez epad pemp bloaz divar bara ha dour, abalamour dâ ober pinijenn evit ar pec’hejou braz a reat er bed. Mari-Madalen a zentaz raktal. Evelato da zul ha da c’houel e doa kounje da zibri ar pez a c’heller da zibri er c’horaiz.
Goudeze Doue a roaz d’ezhi da anaout e vije tentet enn eur feson skrijuz epad pemp bloaz all. Tentet e oue e guirionez ha tentet e peb giz, a ourgouill hag a zizesper, e kenver ann dibri hag ann eva, a enep ar feiz hag ar burete. He ene a ioa evel devet gant ar zec’hor ha ne gave mui saour ebed gant ar bedenn ; he c’haloun a ioa beuzet enn eur mor a c’houervder hag eur beac’h enkrez a veze noz-deiz var he spered. Mes en em abandouni a rea ato gant fizians etre. daouarn ann Aotrou Doue, ha da fin ar pemp bloaz e teuaz adarre ar peoc’h hag ar joa enn he c’houstians.
Divar neuze n’e devoue mui ken ioul nemed da labourat ha da c’houzanv poan evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou ; rak Jezuz en doa lavaret d’ezhi e renke beza tentet evelse evit ma c’heljje sikour he nesa da vont d’ar baradoz. Aliez e lavare d’he C’hoarezed : « — Goulennomp hirio digant Doue silvidigez ken aliez a ene hag a gammed a raimp enn eur vale, pe a grav a raimp gant hon nadoz enn eur c’hriat, pe c’hoaz silvidigez ken aliez a ene hag a vech ma soubimp hon daouarn enn dour da voalc’hi ar c’houez. »
Goude eur c’hlenved hirr ha poaniuz, ar zantez-ma a roaz he ene d’he c’hrouer er bloaz 1607, d’ann oad a eur bloaz ha daou-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Klevet a reer avechou tud o lavaret : « Petra ra enn ho c’houenchou kement all a venac’h hag a leanezed ? N’euz ket a vugale gantho er skol; penaoz eta e tremenont-hi ho amzer ! » Penaoz e tremenont ho amzer ? O pedi evit ar re ne bedont ket hag oc’h ober pinijenn evit pec’hejou ar bed. Pe seurt vad a reont-hi ? Dre ho fedennou, dre ho labour hag ho finijennou, e tiarbennont breac’h justis Doue prest da skei, hag ec’h obtenont pardoun ha trugarez evit ar bec’herien. Nag a baianed ne anavezfent morse ar guir relijion, nag a dud a ve kollet da viken, ma na ve ket evelse er c’houenchou eneou santel o kinnig da Zoue heb ehana ho iuniou, ho foaniou, ho distera oberiou evit silvidigez ho nesa !
ogustin a ioa eur manac’h euz a Rom hag a oue kaset
gant ar pab sant Gregor da brezeg ar feiz d’ar Zaozon.
Ar re-ma, goude beza poulzet ar Vretouned e kostez
ar meneziou, a ioa deuet, tost da gant hanter-kant
vloaz a ioa, da veza ar vistri enn enezenn a reat bete
neuze Breiz-Vraz anezhi hag a oue hanvet Bro-Zaoz a
c’houdevez. Hogen paianed oant c’hoaz.
Aogustin, o veza treuzet ar Frans hag ar mor a zo etre Frans ha Bro-Zaoz, a ziskennaz enn enez Thanet, e tu ar Zao-Heol da rouantelez Kant. Kerkent ha ma oue erruet, e lakeaz lavaret da Ethelbert, roue ar beg douar-ze, e teue euz a Rom da zigas d’ezhan eur c’helou euruz, ha da zeski d’ezhan gounit eur gurunenn ha ne vije biken lamet diganthan. Ar prins a gemennaz raktal d’ar Zant chom el leac’h m’oa diskennet ken n’en devije guelet petra da ober enn he genver, ha da c’hortoz, e roaz urs da bourvei d’he holl ezommou ha da re he goumpagnunez. Rak Aogustin n’edo ket he-unan : nao ha tregont all a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan etre menac’h euz ann Itali ha Fransizien.
Ethelbert en doa dija klevet hano euz ar relijion gristen ; rak dimezet oa da eur verc’h da Garibert, roue Paris, hag ar brinsez-ma a ioa kristenez. Prest goude, e teuaz he-unan da enez Thanet, hag ar visionerien a ieaz d’he gaout e prosesion. Dougen a reant eur groaz arc’hant, mes ar c’hrist a ioa eur c’hrist koat livet, hag enn eur vont e kanent al litaniou. Ar roue a zigoraz frank he ziouskouarn p’en em lakejont da gomz d’ezhan euz ar guir Doue, euz hor Zalver Jezuz-Krist, euz ar baradoz. Mes goudeze e respountaz d’ezho : « — Traou kaer oc’h euz lavaret aze; biskoaz n’em boa klevet traou ker kaer; mes evit c’hoaz ne c’houzounn ket petra da zonjal anezho. Goulskoude, p’oc’h deuet euz a geit all dre garantez evidon, ne c’houzanvinn ket e ve great ann heg pe glasket trabas ouzhoc’h; me ro kounje d’ehoc’h da brezeg e peb leac’h etouez va zujidi. »
Ethelbert en doa c’hoant ez aje Aogustin hag he goumpagnunez da jom da Gantorberi, ar gear-benn euz he rouantelez. Mont a rejont rak ehun, hag eno e vevent egiz ma veve guech all ann Ebestel. Tremen a reant ho amzer o iun, o pedi, o kastiza ho c’horf dre bep seurt pinijennou, hag o veza m’oa distag ho c’haloun dioc’h holl draou ann douar, oant prest ato da skuill ho goad evit ar feiz.
E kichen Kantorberi ez oa eun iliz goz, lezet enn abandoun gant ar Vretouned, hag eno e veze ar rouanez oc’h ober he devosionou. Enn iliz-se ive eo e prezege ar visionerien, e lavarent ho offerenn hag e selebrent ho offisou. A nebeut a nebeut eur maread paianed a guiteaz servich ann doueou faoz hag a resevaz ar vadiziant. Ar roue he-unan a anavezaz erfin ar virionez euz ar relijion gristen, ha da heul ar roue eunn niver braz euz he zujidi a droaz kein d’ann idolou.
Aogustin a deuaz neuze e Frans evit beza sakret eskop dre urs ar pab, ha pa oue distro da Vro-Zaoz, e kendalc’haz da brezeg gant kement a frouez ma vadezaz betek dek mil den da zeiz Nedelek. Raktal e kasaz daou gannad da Rom da c’houlenn misionerien nevez, ha goudeze, dre ar c’halloud en doa bet evit kement-se digant sant Gregor, e sakraz he-unan daou eskop all evit he zikour da c’hounit ar Zaozon d’ar feiz.
Ar miraklou a rea ar zant-ma a greske c’hoaz ann
nerz a roe Doue d’he gomzou. Evelse en devoue ann eur
da velet abarz mervel Bro-Zaoz holl, kouls lavaret, oc’h
adori ar guir Doue, ha setu perak e oue leshanvet Abostol
ar vro-ze. Mont a eure da reseo enn env ar rekoumpans
dleet d’he labouriou, er bloaz 604 var a lavar lod,
pe er bloaz 607 evel a lavar lod all.
Pebez mirit n’o deuz ket ar re a guita ho bro, ho c’herent hag ho mignouned, evel sant Aogustin, evit mont da gas sklerijenn ann Aviel d’ar broiou pell ! Mad, netra easoc’h d’ehoc’h eget kaout perz er mirit-se : n’oc’h euz ken da ober nemed en em lakaat e Breuriez ar Feiz. O rei eur guennek er zizun d’ar vreuriez-ma e c’hellit sikour gounit eneou da Zoue, n’e ket hebken a ganchou, mesa villerou hag a vilionou ; hag e sellfec’h ouz eunn dispign ken dister ! Gant hoc’h aluzen roit ive ho pedenn hag o pezo c’hoaz kaeroc’h digoll enn env.
aksimin a ioa ganet e kostez Poatie e Frans, hag a oue
savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. O
veza c’hoaz iaouank, e kuiteaz he vro evit mont da gear
Trev enn Allemagn, hag eno e reaz he studi gant sant
Agris, eskop ar gear-ze. Eno ive e oue beleget ha goude
maro sant Agris e oue choazet da eskop enn he blas.
Ebarz er garg-se e oue eur skouer a bep seurt vertuziou evit tud he eskopti. Ne espernaz netra evit kelenn ha delc’her stard er feiz ann eneou a ioa fiziet ennhan. D’ann ampoent, ann Arianed a rea kalz freuz dre ar bed katholik ; mes kavet o doa ho mestr e sant Athanaz, eskop Aleksandrii enn Ejipt, hag abalamour da ze n’oant ket evit gouzanv ann doktor braz-ma. Obten a rejont erfin digant ann impalaer ma vije koundaonet d’ann harlu, hag Athanaz en devoue urs d’en em denna e Trev.
Hogen, sant Maksimin hen digemeraz evel ma tigemerer eur c’habiten pa vez o tistrei euz ar vrezel goude beza gounezet viktoriou kaer var enebourien he vro. Ober a reaz stad anezhan, hag enn aoun e veze ato na c’hellje ket beva enn he eaz pe ne vije ket great henor aoualc’h d’ezhan.
Sant Athanaz dioc’h he gostez a ra meuleudi sant Maksimin enn he skridou. « Bez’ez oa, emezhan, eur pastor hag a veze bepred var evez evit pourvei da holl ezommou he zenved hag ho diouall rak ar bleiz. He galoun a ioa leun a garantez, evit Doue hag evit he nesa, ha n’en doa ken sounj na ken ioul nemed d’en em zantifia he-unan ha da zantifia ar re all. Ober a rea dija miraklou d’ar mare-ze. »
Sant Maksimin a roaz ive digemer da zant Paol, eskop Konstantinopl, a ioa bet kaset kuit euz he eskopti dre urs ann impalaer Konstans. Poania a eure er memes amzer da viret na deuje ann impalaer Konstant da gemeret skouer dioc’h he vreur Konstans, ha d’en em lezel eveldhan da veza touellet gant ann Arianed. Dizelei a reaz finesaou ha troiou kamm ann heretiked-ma, ha bez’e oue unan euz ar re a ziarbennaz guella ho fals kredennou. Setu perak e virit ma ve lakeat he hano e kichen hanoiou ann daou zoktor braz sant Athanaz ha sant Hiler.
E konsil Milan hag e konsil Sardik, sant Maksimin a oue c’hoaz unan euz ann eskibien a zifennaz feiz Nisee gant ar muia nerz. Erfin, ober a reaz kement var ann impalaer Konstant, hag ann impalaer-ma en doa kement a respet evit he gomzou, ma oue roet kounje da zant Athanaz ha da zant Paol da zistrei d’ho eskopti.
Prest goude konsil Sardik, sant Maksimin a deuaz da ober eur bale d’he vro da velet he gerent hag he vignouned. Eno e kouezaz klanv hag e varvaz leun a veritou er bloaz 349. He gorf a oue enterret er barrez m’oa ganet; mes divezatoc’h e oue kaset da gear Trev, hag abaoue ez euz c’hoarvezet var he vez eunn niver braz a viraklou.
Ann nep piou bennag, eme ann Aviel, a ro digemer d’ar re a gomz
a berz Doue, abalamour ma’z int tud ann Aotrou Doue, en devezo he
lod euz a rekoumpans ann dud-se er baradoz. Mar d-eo ann dud-se
goall-gaset gant ar re all, evel ma’z oa sant Athanaz ha sant Paol a
Gonstantinopl, e c’hounezo c’hoaz eur gurunenn gaeroc’h enn env oc’h
ober stad anezho. Bezit eta prest ato da rei sikour ha merkou a istim
hag a garantez da zifennourien ar relijion hag ann Iliz, dreist holl pa
vez great ann heg outho er bed-ma, hag evelse o pezo perz ive enn ho
gloar hag enn ho euruzded er bed all.
r zant-ma a ioa mab da Alphons, roue Leon e Spagn,
ha kenderv gompez da zant Loiz, roue Frans. Reseo
a reaz eunn deskadurez kristen enn he vugaleach, ha
d’ann oad a drivac’h vloaz e oue dimezet da Veatris,
merc’h da impalaer ann Allemagn, vertuzusa prinsez
iaouank a ioa enn he amzer. Ar brinsez-ma a roaz
d’ezhan seiz mab ha teir merc’h. D’ann ampoent-se,
Ferdinand a ioa dija roue Kastill, ha goude maro he
dad e teuaz ive da veza roue Leon.
Hogen, evel he genderv sant Loiz, ar roue-ma a ioa rust enn he genver he-unan, mes leun a zousder hag a vadelez e kenver ar re all. Gouzout a eure ato beza treac’h d’he dechou fall; lakaat a rea respeti al lezennou, mes prest e veze bepred da bardouni d’ar re o deveze great eur faot bennag, pa ziskouezent kaout keuz d’ar faot-se. Evit ann offansou great d’ezhan he-unan, ne zalc’he kount ebed anezho : ho ankounac’haat a rea dioc’htu.
D’ar mare-ze, eul lodenn vraz euz ar Spagn a ioa
c’hoaz etre daouarn ar Mahometaned. Ferdinand ne
espernaz netra evit karza ar vro euz ann dud divadez-ma
hag euz ho fals relijion. Epad he vuez holl, kouls
lavaret, e oue e brezel outho, ha gounit a eure varnho
eur maread viktoriou. Mes enn holl brezeliou-ze ne
glaske nemed gloar Doue ha silvidigez ann eneou.
« — Va Doue, emezhan, c’houi a vel ar pez a zo muia
kuzet e goelet ar galoun, c’houi a c’hoar eta n’e ket
va gloar va-unan eo a glaskann, mes ho kloar-c’houi
hebken. Nann, n’e ket astenn va rouantelez eo a fell
d’inn, mes kas pella ma c’hellinn ann anaoudegez euz
hoc’h hano santel ha benniget. »
Lamet a reaz evelse kalz keariou ha kals douarou digant ar Mahometaned, hag er c’heariou pe var ann douarou-ze e savaz ilizou hag eskoptiou nevez. Bez’ez oa evit he zoudarded eur skouer a bep seurt vertuziou, ha c’hoant en doa e vijent holl ken devot hag hen. Iun a rea evel eur manac’h hag aliez e tremene ann noz o pedi Doue, dreist holl derc’hent ann deiziou ma veze menek d’en em ganna.
E penn ann arme e veze douget ato imach ar Verc’hez evit rei nerz ha fizians d’ar zoudarded, hag ar Zant he-unan a zouge enn he gerc’henn eunn imach all bihanoc’h. Pa veze o vont d’ann emgann var varc’h, e stage ann imach-ma oc’h kroummellenn he zibr, ha p’en deveze gounezet ar viktor, ne vanke morse da lavaret oa dre c’hras Doue hag ar Verc’hez en devoa he gounezet.
Ferdinand a ioa evel eunn tad evit he zujidi, ha biskoaz ne falvezaz d’ezhan kreski ann taillou var digarez herzel ouz mizou ar vrezel. « — Ne rinn biken ann dra-ze, emezhan; Providans Doue a bourveo a hent all. Muioc’h a aoun am euz rak malloz eur baourez geaz eget rak eunn arme vraza Vahometaned. »
Ar roue santel-ma a zouge ive eur c’houriz reun enn dro d’he gorf. Edo o sonjal mont betek ann Afrik da ober brezel da enebourien ar feiz kristen pa gouezaz klanv d’ann oad a dri bloaz hag hanter-kant Goulenn a eure raktal he zakramanchou, ha pa velaz ann Aotrou Doue o tont enn he gambr, ec’h en em daolaz er meaz euz he vele evit kommunia var bennou he zaoulin. Eur gordenn a ioa ganthan enn dro d’he c’houzoug hag eur grusifi enn he zorn. Pa oue enn he angouni, e lavaraz d’ar veleien lavaret al litaniou hag ann Te Deum, hag a veac’h oa echu ar pedennou-ze ma tremenaz e peoc’h d’ann 30 a viz mae euz ar bloaz 1252. Ar pab Klemant X hen lakeaz e renk ar Zent er bloaz 1671.
Ar zant-ma a rea dougen imach ar Verc’hez e penn he arme pa veze o vrezelekaat, hag he-unan e touge enn he gerc’henn eunn imach all bihanoc’h. Kemerit skouer diouthan, tud iaouank, pa vezit galvet da vont d’ar vrezel. Dougit ive neuze enn ho kerc’henn ar skapular pe eur vetalenn mirakuluz bennag enn henor d’ar Verc’hez. Ar skapular pe ar vetalenn-ze a raio muioc’h a vad d’ehoc’h eged ho fuzuillou ; rak ma ne viront ket ato ouz ho korf da veza tizet gant ann tennou pe gant ar bouliji, e virint da vihana ouz hoc’h ene da veza kollet da viken. Mamm Doue, o velet ho tevosion hag ho karantez enn he c’henver, ne vanko ket da obten evidhoc’h digant he Mab ann holl grasou a zilvidigez m’o pezo ezomm anezho.
njela a ioa ganet e bourg Desenzano enn Itali, er
bloaz 1474. O klevet he zad o lenn buez ar Zent, e
savaz c’hoant ganthi da gemeret skouer dioutho, ha
kerkent hag ann oad a bemp bloaz e leze ar c’hoariou a
gostez evit en em denna enn eur gamprik da bedi Doue
asambles gant he c’hoar gosa.
Bihanik oa ive c’hoaz pa reaz he zonj da jom bepred guerc’hez. Goulskoude he c’hamaladezed n’oant ket evit miret da gomz d’ezhi euz ar fortuniou kaer a gavche er bed ; rak brudet oa dija dre he gened, ha bez’ e devoa, dreist holl, eur pennad bleo melen hag a ioa dudiuz da velet. Mes evit diskouez n’e ket plijout d’ann dud eo a glaske, hi a voalc’he bep mintin he bleo gant dour huzil, hag evelse ereaz d’ezho koll ho lufr hag ho sked.
Goude beza great he fask kenta, Anjela n’e devoue mui naoun bara ann douar ; naoun bara ann env avad a ioa dalc’h-mad enn he c’haloun. He zad hag he mamm o veza maro, eunn eontr d’ezhi he c’hemeraz enn he di. Epad m’edo eno, e lakeaz enn he spered mont da ober he ermitach enn eur plas distro bennag ; mes he eontr a viraz outhi. Evit ac’hano, beva a rea e ti he eontr evel eunn ermitez.
Ne zebre morse a gig nemed pa veze klanv, ha ne eve guin nemed da zul Fask ha da c’houel Nedelek ; avechou zoken e chome meur a zevez dioc’htu heb tanva tamm na banne. Dougen a rea bepred eur porpant reun, hag he holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi Doue pe o vedita. Ne gouske nemed var ar c’halet, ha c’hoaz he c’housk a veze ato berr-berr. Eunn droiad, ann drouk-spered a gemeraz furm eunn eal evit he zenti ; mes ar Zantez a anavezaz buhan ann aerouant, hag a reaz d’ezhan tec’het kuit raktal.
Goude maro he eontr, Anjela a zistroaz da vourg Desenzano. Neuze e viskaz sae Trede-Urs sant Fransez, hag ec’h en em roaz muioc’h eget biskoaz d’ann oberiou a binijenn, a zevosion hag a drugarez. Bemdez e kommunie, ha goude ar gommunion e veze aliez savet a spered dreist holl draou ar bed-ma. Beva a rea divar ann aluzenn, hag ar pez a veze a re evithi he-unan a ingale etre ar beorien all. He flijadur oa ive servicha ar re glanv, konsoli ann dud ankeniet, labourat da unani ar re a ioa kasouni entrezho ha sikour tenna ar bec’herien euz a lagenn ar pec’hed.
He c’harantez evit Jezuz-Krist a reaz d’ezhi mont da vizita ar plasou santel a Jerusalem. Mes ne c’hellaz ket guelet ar plasou benniget-se gant daoulagad he c’horf ; rak dallez oa deuet da veza abarz m’oa erruet enn termen euz he beach. Ho guelet a eure evelato gant daoulagad ar feiz, ha ne skuize ket o taoulina hag o pedi var ann douar a ioa bet santifiet dre boaniou ha dre c’hoad he Zalver.
Enn eur zistrei d’ann Itali, Anjela a oue pareet enn eunn taol kount. O veza diskennet e kear Veniz, eskop ar gear-ma a c’hoanteaz he delc’her eno ; mes tec’het a reaz kuit dre guz evit mont adarre da Vresia, el leac’h m’edo o chom eur pennad a ioa araok he beach. Er bloaz varlerc’h ez eaz da Rom da ober he Jubile, hag e oue kaset da gaout ar pab gant unan bennag hag a anaie anezhi. Ar pab a falvezaz d’ezhan he lakaat da zuperiorez enn eunn hospital euz a Rom ; mes ar Zantez a oue guell ganthi distrei da Vresia.
Epad m’edo c’hoaz e Desenzano, santez Ursula a ioa en em ziskouezet dirazhi eunn devez, e penn eur vandenn guerc’hezed guisket e guenn, hag e devoa komzet outhi evelhenn : « — Dalc’hit mad, Anjela ; abarz mervel, c’houi a zavo e Bresia eur goumpagnunez guerc’hezed henvel ouz ar re-ma. » Ar Zantez a zonjaz oa poent d’ezhi brema ober ar pez e devoa lavaret santez Ursula. En em glevet a eure eta gant eunn nebeut merc’hed devot eveldhi evit heul eunn hevelep reolenn a vuez, hag en em zikour ann eil eben da ober skol d’ar vugale baour.
Ar goumpagnunez nevez-ma a verc’hed devot a oue lakeat ganthi dindan patrounach santez Ursula, hag a deuaz divezatoc’h da veza eunn Urs brudet, hanvet Urs ann Ursulinezed.
Anjela a roaz da anaout e padje ann Urs-se betek fin ar bed, ha prest goude e varvaz leun a veritou er bloaz 1540, oajet a c’houec’h vloaz ha tri-ugent. He c’horf a jomas eur miz heb beza enterret, hag epad ann amzer-ze e oa bepred ker fresk ha ker soupl ha pa vije beo.
Ar zantez-ma a gollaz ar gueled enn eur vont da bardouna da Jerusalem. Meur a hini a vije deuet dioc’htu var ho c’hiz ma vijent bet enn he flas ; mes hi ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha Doue he rekoumpansaz o rei d’ezhi ar gueled adarre p’edo o tistrei d’ar gear. Arabad e d’ehoc’h fallgalouni ken nebeut mar kavit eur gontroliez pe eunn diezamant bennag var hoc’h hent, d’ann ampoent ne glaskit e guirionez nemed gloar Doue ha silvidigez hoc’h ene. Kendalc’hit ato da ober guella ma c’hellot hag abred pe zivezad Doue a raio d’ehoc’h ive beza treac’h d’ar c’hontrolieziou pe d’ann diezamanchou-ze.
onan a ioa ganet enn Irland, hag a oue beleget ha sakret
eskop enn he vro. Ar c’hoant enn doa da veva
he-unan gant Doue ha dianavezet gant ann dud a reaz
d’ezhan treuzi ar mor evit dont da Vreiz-Izel. Diskenn a eure var douar Leon, ha goudeze ec’h en em dennaz enn
eur plas distro da ober he ermitach. Er plas-se ez euz
savet a-c’houdevez eur gear vihan hag a zo hanvet Lokournan
euz a hano ar Zant.
Eno e tremene he holl amzer o iun, o pedi hag o vedita. Mes, kaer en devoue klask en em guzat, he zantelez hen diskuillaz. Peorien glanv pe vac’hagnet a ieaz eunn devez da c’houlenn ann aluzenn d’he ermitach. Ronan a respountaz d’ezho oa paour he-unan, ha n’en doa nag aour nag arc’hant da zioueret gantho. Mes rei a eure d’ezho ar iec’hed, ar pez a dalie evitho kalz hiroc’h eged aour hag arc’hant. Ar beorien-ze a vrudaz dre ar vro ar mirakl a ioa bet great enn ho c’henver, hag heb dale ermitach ar Zant a oue darempredet gant eur maread tud.
Hogen, Ronan a gave diez ann dra-ze, ha setu perak e sonjaz tec’het enn eul leac’h all. Treuzi a reaz eta rad Brest, hag o veza eat pemp pe c’houec’h leo larkoc’h var douar Kerne, ec’h erruaz enn eur c’hoat braz, hanvet Koat-Nevet, varnhed teir pe beder leo dioc’h Kemper. Er c’hoat-se e savaz eunn ermitach nevez hag eur chapel da offerenna gant sikour eunn den divar ar meaz a ioa o chom e kichen.
Ann den-ma a iea da velet ar Zant aliesa ma c’helle ; rak plijadur en doa o klevet anezhan o komz euz a Zoue hag euz a draou ann env. Mes he c’hreg, hanvet Keban, n’oa ket henvel outhan. Houma a ioa eur goall vaouez, hag a rebechaz d’he goaz ann amzer a dremene e koumpagnunez Ronan. « — Ann amzer-ze, emezhi, a zo eunn amzer gollet ; n’e ket evelse e c’hounezot bara d’inn-me ha d’ho pugale. » Mont a reaz he-unan da lavaret a bep seurt traou d’ar Zant var digarez ma tistroe he goaz divar he labour. Mes Ronan ne respountaz ket eur ger, hag ann dra-ma a lakeaz anezhi da egari goasoc’h-goaz.
Neuze ec’h inkantaz enn he amezegez ne oa ann ermit-se nemed eur sorser, hag e felle d’ezhan ive ober eur sorser euz he goaz. Mes kement-se zoken ne oue ket aoualc’h evithi. O veza ma kendalc’he ann dud a skiant da gaout istim evit ar Zant, Keban, dallet gant he c’hounnar, a damallaz d’ezhan eunn torfed heuzuz. N’e devoa nemed eur verc’h hag a c’helle beza pevar pe bemp bloaz. Mad, kuzat a eure ar verc’h-ma enn eur c’houffr, ha goudeze e kountaz d’ann holl oa bet debret gant Ronan : « — Rak hennez, emezhi, a c’hoar mont da vleiz pa gar. »
Ann holl a oue spountet ouz he c’hlevet ; mes ar spount-se a reaz d’ar c’hreg fallakr kemeret c’hoaz muioc’h a hardisegez, ha setu hi da Gemper da zougen klemm dirak ar roue Grallon. Eno e vouelaz hag ec’h hirvoudaz kement enn eur c’houlenn venjans evit he merc’h ma ne oue ket ar roue evit miret d’he c’hredi. Grallon eta a ordrenaz raktal digas Ronan d’he gaout, ha pa oue erruet, e laoskaz varnhan daou gi braz a ioa o tiouall he balez. Mes ar Zant a zavaz he zorn, hag a reaz sin ar groaz var ar chas enn eur lavaret : « — Doue r’ho tiarbenno! » Kerkent ann daou gi-ze, e leac’h diskouez ho dent, a deuaz da ober chalantiz d’ezhan enn eur ficha ho lostou, hag ar roue a anavezaz dioc’htu en doa kredet re vuhan ann teod fall.
Neuze Ronan a ziskleriaz ar virionez var ehun. « — Ar verc’h, emezhan, a zo bet kuzet enn eur c’houffr gant he mamm ; mes abaoue eo maro abalamour n’e devoa ket a ear aoualc’h er c’houffr-se. » Ar pez en doa lavaret ar Zant a oue kavet guir, ha Keban a vije bet lakeat he-unan d’ar maro pa n’efe ma’c’h obtenaz Ronan gras evithi. Kounta a reer e roaz ive adarre ar vuez d’he merc’h.
Goude ar mirakl-ma hag ar pez a ioa c’hoarvezet e
Kemper, ne oa ken kaoz dre ar vro nemed euz ann ermit
santel, hag a bep tu e tirede tud d’he velet. Mes he
humilite n’oa ket evit gouzanv ar stad a reat anezhan,
ha setu hen hag en em denna enn eur plas all, var douar
eskopti Sant-Briek. Eno e varvaz enn eunn oad braz ;
mes he relegou a oue digaset da Goat-Nevet, ha divezatoc’h
e oue savet eunn iliz gaer var he vez. Ann tiez
a zo enn dro d’ann iliz-se a ra eur gear vihan hag a zo
hanvet ive Lokornan. Houma eo Lokornan kerne, hag
eben Lokournan Leon.
Eunn den, eat enn egar, a zo henvel ouz eunn den dall pe ouz eunn den foll. Ne zell mui petra da lavaret na petra da ober. Goudeze en deuz keuz ha mez ; re zivezad siouaz ! Pa zantot ho koad o virvi gant tan ar vuhanegez, hastit affo teuler dour var ann tan-ze, evit miret outhan da ober drouk d’ehoc’h hoc’h-unan ha d’ar re all ; da lavaret eo, hastit affo moustra var ho kaloun evit mouga ar vuhanegez a zo savet ennhi, o sonjal e kentel Hor Zalver : « Deskit ganen ez ounn dous a galoun. »
er ha Marsellin a veve ho daou e Rom enn amzer
ann impalaer Dioklesian. Marsellin a ioa belek, ha
Per ne oa c’hoaz nemed kloarek ; mes ar brud en doa
dija da veza eunn enebour braz d’ann doueou faoz, hag
abalamour da ze e oue kaset d’ar prizoun dre urs ar
gouarner Serenus.
Per a oue joa ganthan kaout eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist, ha daoust m’oa karget a jadennou, e veze klevet noz-deiz o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Eunn devez e remerkaz e veze ato ann daelou e daoulagad ar gardian Artem, bep vech ma teue d’ar prizoun, hag e c’houlennaz outhan petra a ioa kaoz d’ezhan da vouela evelse. « — Eur verc’h am euz, eme ar gardian, hag a garann euz a greiz va c’haloun ; mes, abaoue eunn nebeut bloaveziou a zo, ez euz eat eunn drouk-spered enn he c’horf, hag ann drouk-spered-se a ra d’ezhi goasa a c’hell : ema adarre o paouez beza pilet ganthan. » « — Ma neuz nemed ann dra-ze oc’h ober poan d’ehoc’h, eme Ber, ne vezo ket diez ho konsoli. » « — Penaoz ta, eme Artem ? » « — O kas ann drouk-spered euz a gorf ho merc’h. » « — Mes piou a zo goest da ober eunn hevelep burzud ? » « — Me, eme ar c’hloarek, dre holl-c’halloud Jezuz-Krist, va Mestr ha va Doue. » « — Mar fell d’id, eme ar gardian, e kredfenn enn da Zoue hag enn he holl-c’halloud, torr da jadennou, digor ar prizoun da-unan, ha deuz e verr d’am c’haout a dreuz ar goardou a zo e tal ann or. » « — Mad, eme Ber, mont a rinn. »
Pa zistroaz d’he di, Artem a gountaz da Gandid, he c’hreg, ar gaoz a ioa bet etre ar Merzer hag hen. « — Sur, emezhan, ar c’hristen iaouank-se a zo troet he spered. Lavaret e pareo hor merc’h Paolina dre holl-c’halloud Jezuz-Krist, he Zoue, red eo beza sot evit komz evel-se. » « — Piou a c’hoar ? eme Gandid ; gortozomp da vihana ken na vezo guelet hag ober a rai ar pez en deuz lavaret. » « — Petra, eme ar gardian, c’houi oc’h euz kollet ho penn ive ? »
Mes d’ann ampoent Per a ioa dija var dreujou ann ti, guisket e guenn hag eur grusifi ganthan enn he zorn. Artem ha Kandid a oue mantret oc’h he velet hag en em strinkaz d’he dreid enn eur vouela hag enn eur lavaret : « N’euz ken Doue nemed Doue ar gristenien ! » Er memes amzer Paolina, ho merc’h, en em daol ive d’ann daoulin dirak ar Zant ha kerkent ann drouk-spered a deu kuit euz he c’horf enn eur grial : « — O Per, galloud Jezuz-Krist a zo ganez hag a ra d’inn tec’het. »
Amezeien ha kerent Artem ha Kandid, o veza klevet hano euz ar mirakl-se a ziredaz raktal d’ho zi, hag a c’houlennaz holl ar vadiziant. Per a ieaz dioc’htu da glask ar belek Marsellin, hag hema ho badezaz goude beza desket d’ezho ar c’henta misteriou euz ar feiz. Etre daou ar gouarner Serenuz a ioa kouezet klanv, hag epad he glenved Marsellin ha Per o devoue amzer da gelenn ervad ar gristenien nevez-se, ha d’ho lakaat e stad da c’hounit kurunenn ar verzerien.
Mes a veac’h e oue pare ar gouarner ma’z eaz enn egar ouz Artem. Ordren a eure dispenn he gorf gant fouetou ploumm, ha goudeze e c’halvaz dirazhan Per ha Marsellin. « — Me a lakai ober kement all d’ehoc’h, emezhan, ma ne ginnigit ket a ezans d’hon doueou. » « — Biken ne raimp ann dra-ze, eme Varsellin ; rak n’ez euz nemed eunn Doue, ha brasa follentez a zo eo anaout ouspenn unan. »
O klevet ar respount-se, Serenus a reaz skourjeza Marsellin enn eur feson didruez, ha pa oue blounset-holl he izili, e lavaraz liamma d’ezhan he zaouarn, hag he lakaat da c’hourvez enn noaz var dammou guer torret, heb rei netra d’ezhan da zibri na lezel goulou ebed ganthan. Per a oue taolet enn eur prizoun all, he dreid hualet. Mes enn noz varlerc’h eunn eal a dennaz ann daou verzer euz ho frizoun, hag ho c’hasaz d’al leac’h m’edo ar gristenien nevez o pedi.
Pa c’houezaz ar gouarner oant tec’het kuit, e tiskargaz he gounnar var Artem, hag e roaz urs d’he enterri ez-veo dindan eur bern mein, asambles gant he c’hreg hag he verc’h, nemed adori a rajent ann doueou faoz.
Ne oue ket dare d’ezho hen ober, hag edont o vont d’ar maro ho zri pa deuaz Marsellin ha Per d’ho diambroug evit ho c’hrenvaat muioc’h-mui er feiz. Neuze ar belek hag ar c’hloarek santel a oue kroget ennho adarre, hag heb dale e ouent koundaonet da veza dibennet. Ho merzerenti a erruaz e tro ar bloaz 304.
Ar Verzerien, evel ann Ebestel enn ho raok, en em istime euruz p’o deveze eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist ; rak gouzout a reant seul-vui a boan o devije er bed-ma seul-gaeroc’h a ze e vije ho c’hurunenn enn env. Ha c’houi, peur e koumprenot-hu ar virionez-se ? Ma ne c’hellit ket rei da Zoue ann holl merkou a garantez o deuz roet ar Zent hag ar Verzerien, bezit ato da vihana prest da vervel var ann heur kentoc’h eged he offansi biken dre eur pec’hed marvel hebken.
r zantez-ma a ioa nizez da C’hondevald, roue ar
Bourgogn, hag a oue savet e palez he eontr. Klovis, roue Frans, o veza klevet hano euz he vertuz hag euz
he gened, he goulennaz evit pried. Mes ar roue-ze a ioa
c’hoaz paian, hag hi e devoa bet eunn deskadurez vad
ha kristen enn he bugaleach ; n’edo ket e poan eta da
zimezi da eur prins hag a adore c’hoaz ann doueou faoz.
Asanti a reaz goulskoude dre ma oue roet d’ezhi da
esperout ne zaleje ket he fried d’en em ziskleria kristen.
Klovis a ieaz d’he diambroug beteg kear Soason, hag
eno e oue great ann eured.
Klotild, eur vech dimezet, a zigasaz da zonj d’ar roue euz ar bromesa a ioa bet great d’ezhi enn he hano. Ne ehane, enn eur gomz outhan dre gaer, d’he alia da zeveni ar bromesa-ze, ha da zilezel erfin servich ann idolou. Mes Klovis a appelle ato : « — Diveatoc’h, emezhan, divezatoc’h me velo. » A hent all avad e leze ar rouanez da heul he relijion ha da ober he devosionou egiz ma karje ; rak leun oa a istim hag a respet evithi.
Ar Zantez o veza bet eur mab, ar roue a roaz kounje d’he vadezi. Mes ar c’hrouadur a varvaz-prest goude, ha Klovis a lavaraz d’he bried : « — Setu aze petra eo beza kaset ar c’hrouadur-ze da vadezi ; va doueou-me eo o deuz lamet he vuez diganthan evit en em venji. » Mes Klotild a respountaz : « — Evidon-me a drugareka ann Aotrou Doue euz a greiz va c’haloun abalamour m’en deuz va c’havet din da rei eunn eal d’ar baradoz. »
Ar rouanez e devoue eur mab all hag a oue badezet evel ar c’henta. Mes koueza a reaz goall glanv ive, ha setu ar roue, drouk ennhan, o lavaret : « — Guelet a reot, hema a varvo evel he vreur abalamour m’eo bet badezet eveldhan. » Goulskoude Klotild a bedaz Doue ker stard ha ker kalounek ma pareaz he mab dre virakl. Neuze Klovis a anavezaz en doa Doue he bried eunn tammik galloud ; evelato ne falvezaz ket d’ezhan c’hoaz trei kein d’he idolou.
Etre daou e savaz brezel etre ann Allemanded hag hen, ha p’edo o tiblas euz ar gear evit mont d’ar vrezel-ze, ar Zantez a lavaraz d’ezhan : « — Mar teu beac’h varnhoc’h, o pet sonj euz va Doue-me. » Ar roue ne eaz ket kalz a van evit klevet ar c’homzou-ma, ha setu hen var varc’h hag enn hent.
Erruout a eure gant ann Allemanded e Tolbiak, e kichen Kologn, hag eno ann diou arme a stagaz ann eil d’eben. Ar c’hrogad a badaz pell, ha dioc’h ann daou gostez e oue tomm d’ar zoudarded. Abarz ar fin goulskoude ar Fransizien a gollaz, ha Klovis he-unan a oue dare d’ezhan koueza etre daouarn ann enebourien.
Neuze eunn offiser a griaz ouz ar roue : « — Goulennit sikour digant Doue Klotild. » Klovis a zentaz raktal, hag a zavaz he zaoulagad etrezek ann env enn eur lavaret: « — Doue Klotild, mar roit d’inn ar viktor, me a gredo ennoc’h hag a vezo hiviziken fidel d’ho servich. » Kerkent ar Fransizien a ia adarre araok, hag ann Allemanded a renkaz tec’het d’ho zro. En em rei a rejont zoken pa veljont n’edont mui e stad d’en emzifenn, hag evelse Klovis hag he arme a c’hounezaz varnho eur viktor euz ar re gaera.
Ar roue a zigasaz kelou d’ar rouanez euz ar pez a ioa c’hoarvezet, hag ar c’helou-ze a lakeaz kaloun Klotild da zridal gant ar joa. Klovis a zalc’haz mad d’he c’her, ha pa oue distro euz ar vrezel, e oue kelennet var guirioneziou ar feiz ha badezet e Soason gant sant Remi, eskop Reims. Hen a oue ar roue kenta euz ann amzer-ze a en em ziskleriaz kristen katholik : ar rouaned all a ioa holl heretiked d’ann ampoent. Abalamour da ze eo bet hanvet ar Frans a-c’houdevez Merc’h hena ann Iliz.
Ar roue Klovis o veza deuet da vervel, santez Klotild en em dennaz e Tour, e kichen bez sant Martin, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez o pedi Doue, o vizita ar beorien, ann dud klanv hag ar brizounierien, hag oc’h ober vad d’ann ilizou ha d’ar c’houenchou. Ac’hano ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou d’ann 3 a viz even euz ar bloaz 545.
Santez Klotild a c’hounezaz ar roue he fried d’ar feiz katholik. Eur c’hreg hag a c’hoar he de ver a zo eunn tenzor ha ne ouzer priz ebed d’ezhan, eme ar fur Salomon. Dre he c’harantez hag he dousder e c’hell beza mestrez euz a galoun he fried, ha neuze eo eaz d’ezhi trei ar galoun-ze varzu Doue. Mar oc’h euz eur c’halloud bennag var spered ha var galoun ho kerent pe ho mignouned, en em zervichit anezhi evit ho dougen d’ar mad ha d’ar vertuz, hag ober dezho beva bepred evel guir gristenien ha guir vugale da Zoue ha d’ann Iliz.
ransez Karaksiolo a ioa ganet e Villa-Santa-Maria e
rouantelez Napl enn Itali. Azalek he vugaleach e tiskouezaz
kaout eunn devosion vraz evit ar Verc’hez, ha
iaouankik oa c’hoaz p’en em voazaz da lavaret bemdez
he offis bihan hag ar rozera, ha da iun bep sadorn enn
he henor. Remerket e oue ennhan ive eur garantez
dener evit ar beorien, ha rei a rea d’ezho kement a c’helle
da zioueret, betek zoken lod euz he voued he-unan. Ar
c’hoant en doa d’en em viret ato pur ha chast a reaz
d’ezhan klask ann tu da skuiza he gorf, ha setu perak
ec’h en em daolaz d’ar chase. Mes d’ann oad a zaou vloaz
var’nn ugent e oue taget gant al lorgnez, hag oc’h en
em velet enn eur stad ken heuzuz e roaz he c’her da
Zoue d’en em gonzakri holl d’he zervich ma teuje da
barea.
Doue ne c’houlenne nemed ann dra-ze, hag ar Zant a bareaz. Kerkent e verzaz kement tra en doa var he hano, evit rei ann arc’hant d’ann dud paour, ha goudeze ez eaz da Napl gant kounje he gerent. Eno e studiaz ann theoloji epad daou vloaz, ha da fin ann daou vloaz-ma e oue beleget. Neuze ec’h en em lakeaz enn eur vreuriez a ioa bet savet evit kennerzi var ho zremenvan ann dorfetourien a veze koundaonet d’ar maro.
Hogen, eunn devez m’edo o lavaret he vrevier e chapel ar vreuriez-se, e resevaz eul lizer ha n’e ket evithan oa, mes evit eunn all hag en devoa ar memes hano ganthan. Ann hini ma skrivet d’ezhan a ioa pedet da vont d’en em glevet gant daou zen devot, a ioa e Napl d’ann ampoent, divar benn sevel eunn Urs pe eur goumpagnunez nevez a venac’h. Ar Zant, o kredi oa al lizer evithan, ne varc’hataz ket evit he zigeri hag he lenn, ha raktal e sonjaz oa hen a ioa galvet da zikour ann daou zen devot o doa her skrivet.
Mont a eure rak ehun da gaout ar re-ma, petra bennag n’ho anaveze ket. Kounta a reaz d’ezho ar pez a ioa erruet, ha goude beza trugarekeat Doue asambles, ann daou zen devot-se hag hen en em dennaz ho zri enn eunn ermitach a ioa er meaz euz a gear, evit kemeret kuzul ann eil digant egile, ha guelet pe seurt reolenn a vuez a dliet da heul enn Urs nevez.
Pa ouent en em glevet var ar poent-se, daou anezho, ar Zant hag Aogustin Adorno, a deuaz da Rom da ziskouez d’ar pab ar reolenn o doa choazet. Ar pab o veza diskleriet he c’have mad, Karaksiolo hag he gompagnoun a zistroaz da Napl, hag eno e rejont ho veuiou solanel. Neuze eo e kemeraz ar Zant ann hano a Fransez, abalamour d’ann devosion en doa evit sant Fransez a Asiz ; rak he hano badiziant oa Askanio.
A benn daou vloaz goude, Fransez Karaksiolo a oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs : Aogustin Adorno oa bet ar superior kenta, hag a ioa o paouez mervel. Ebarz er garg-se ar Zant a oue evit he vreudeur eur skouer a bep seurt vertuziou. Ne ehane da bedr, da vedita, ha da gastiza he gorf dre ar iun hag ar binijenn. Aliez e tremene ann noz holl, kouls lavaret, enn iliz eharz ann aoteriou. Fallout a rea d’ezhan e vije ato unan bennag euz he venac’h oc’h adori Jezuz er zakramant euz he garantez. Pa veze o veachi, e veve bepred divar ann aluzenn, ha ne loje nemed enn hospitaliou etouez ar re glanv hag ann dud paour.
Bez’en devoue ann eur da velet he Urs oc’h en em astenn kalz enn Itali hag e Spagn ; mes ive ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit kement-se. Abarz ar fin e kouezaz klanv e kouent sant Philipp Neri e Agnone, hag e c’houlennaz he zakramanchou diveza.
Antronoz, var dro eunn heur araok kuz-heol, e oue klevet o parlant outhan he-unan evelhenn : « — Deomp, deomp ! » « — Da be leac’h, Tad ? » eme unan euz ar venac’h. « — D’ar baradoz, d’ar baradoz ! » emezhan gant eur vouez sklear hag ar joa o para var he dal. Enn eur gomz evelse, e tremenaz d’ar 4 a viz even euz ar bloaz 1608, oajet hebken a bevar bloaz ha daou-ugent. He gorf a oue kaset da Napl da enterri, hag ar miraklou a c’hoarvezaz var he vez o deuz great d’ann Iliz he lakaat e renk ar Zent.
Ar c’hoant en doa ar zant-ma d’en em viret ato pur ha chast, epad m’edo c’hoaz er bed, a reaz d’ezhan klask ann tu da skuiza he gorf. Kemerit skouer diouthan, tud iaouank ; skuizit ho korf muia ma c’hellot, gant na reot ket a c’haou ouz ho iec’hed. Evelse, e vezo eaz d’ehoc’h he lakaat da zuja d’ar spered. Er c’hountrol, mar oc’h euz re a zamant d’ezhan, ne zaleo ket da ober he vestr d’ehoc’h ha ne c’hellot mui he gabesta.
r zant-ma a oa Winfrid he hano kenta, hag a ioa ganet
e Bro-Zaoz. Kerkent hag ann oad a bemp bloa
en devoa eur blijadur vraz o klevet komz euz a Zoue hag
euz a draou ann env, hag a benn daou vloaz goude e
oue lezet da vont d’ar gouent. Ne oue ket pell eno na
oue remerket he aked d’ar studi ha d’ar bedenn, hag o
veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz buhan da veza
habil var ann holl skianchou. Pa oue skoliet ha desket
aoualc’h he-unan, e oue lakeat d’he dro da ober skol
d’ar re all. D’ann oad a dregont vloaz e oue beleget, ha
divar neuze n’en devoe mui ken ioul nemed da labourat
evit silvidigez ann eneou.
D’ar mare-ze, ez oa c’hoaz kalz poblou paian enn Allemagn, ha Winfrid a c’houlennaz mont di da brezek ann Aviel. Roet e oue kounje d’ezhan, ha raktal setu hen enn hent asambles gant daou vanac’h all. Erruout reaz evelse er Friz ; mes ne c’hellaz ober netra eno enn dro-ma abalamour d’ar vrezel a ioa d’ann ampoent etre ar roue Radbod ha Charles Martel. Distrei a eure eta da Vro-Zaoz, hag a veac’h distro e oue hanvet da zuperior enn he gouent.
Mes, a benn daou vloaz goude, e roaz ann dilez euz he garg evit mont da Rom da gaout ar pab Gregor II. Ar pab-ma hen digemeraz gant eur vadelez a dad, hag her greaz misioner abostolik gant urs da gas sklerijenn ar feiz larka ma c’hellje enn holl broiou paian a ioa anavezet enn amzer-ze. Winfrid ne c’houlenne ket guell, ha kerkent e skoaz adarre etrezek ann Allemagn.
Prezeg a reaz da genta enn Thurenj ha goudeze er Friz. Ar roue Radbod, enebour touet d’ar gristenien, a ioa maro etre daou, ha komzou ar Zant a zougaz kement a frouez er vro-ze ma ne c’houfe den niveri ann templou paian a lakeaz da ziskar, hag ann ilizou a lakeaz da zevel enn ho flas. Chom a eure tri bloaz eno da zikour sant Willibrod, arc’heskop Utrek, da denna ar bobl euz he idolatri. Ann arc’heskop-se, o veza koz dija, a c’hoanteaz choaz anezhan evit beza eskop var he lerc’h ; mes Winfrid a respountaz oa karget gant ar pab da brezeg c’hoaz e leac’h all, hag a deuaz ac’hano da vro Hes.
Neuze e skrivaz da Rom da renta kount da C’hregor II euz ar pez en doa great dija ; mes ar pab a gemennaz d’ezhan mont di he-unan. Winfrid a zentaz raktal, ha pa oue erruet, Gregor II her sakraz eskop hag a jenchaz hano d’ezhan. Hiviziken e oue hanvet Bonifas, ha dindan ann hano-ma eo e kendalc’haz da labourat betek fin he vuez evit gounit d’ar feiz ar baianed a ioa c’hoaz enn Allemagn. Doue a gendalc’haz ive da vennigen he labour, ha bez’en devoue ar joa da velet ar relijion gristen oc’h en em astenn muioc’h-mui er vro vraz-se.
Ar pab Gregor III her greaz arc’heskop, hag a roaz
d’ezhan ar c’halloud da zevel eskoptiou nevez enn Allemagn
dre ma vije ezomm. Sevel a eure pevar, hag hen
a c’houarne he-unan eskopti Maians. Goude maro sant
Willibrod, hini Utrek a oue lakeat ive enn he garg. Erfin
hen eo a zakraz Pepin, roue Frans, dre urs ar pab Zakarii.
Goulskoude tud ar Friz, el leac’h m’en doa prezeget gant kement a frouez araok beza eskop, a ioa en em droet adarre da adori ann doueou faoz. Ar c’helou-ma a oue eur rann-galoun evit Bonifas, ha dioc’htu, heb damant ebed d’he gozni, e sonjaz mont da glask ann denved dianket-se. Eur maread anezho a zelaouaz he vouez ; mes eunn devez e kouezaz etre daouarn eur vandenn baianed aheurtet, hag ar re-ma hen lakeaz d’ar maro enn eur feson didruez asambles gant ar visionerien a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Ar Zant a zouge levr ann Aviel enn he zorn, ha tra eston ! ar baianed a dreuzaz al levr-se gant eunn taol kleze heb na oue trouc’het lizerenn ebed.
Merzerenti sant Bonifas a erruaz er bloaz 755. He gorf a oue digaset da Vaians, hag enterret enn eur gouent a ioa bet savet ganthan. Kalz miraklou a c’hoarvezaz goudeze var he vez. Ar zant-ma a zo bet leshanvet Abostol ann Allemagn abalamour d’ar boan en deuz kemeret evit gounit ar vro-ze da Jezuz-Krist.
Prezeg a c’heller ann Aviel e diou feson, dre gomz ha dre ober : dre gomz, oc’h embann a vouez huel ar pez a zo bet diskleriet gant hor Zalver epad m’edo var ann douar, ha dre ober, oc’h heul a boent da boent ar c’henteliou en deuz roet d’he ziskibien. Ma n’oc’h ket galvet da brezeg ann Aviel dre ho komzou, bezit ato aketuz d’he brezeg dre hoc’h oberiou, enn eur ziskouez d’ho nesa, dre ar vuez a renit, ann hini a dle da ren he-unan mar en deuz c’hoant da vont d’ar baradoz.
orbert a ioa mab da dud a lignez huel euz a gostez
ann Allemagn. Eur spered kaer a zen oa, ha goude
beza great he studi gant henor, e resevaz ann donzur
zantel ha zoken ann Urs a abostoler. Mes ne falvezaz ket d’ezhan mont larkoc’h. Guell oa ganthan chom
evelse evit gellout beva easoc’h enn he roll ; rak he benn
a ioa c’hoaz leun a avel, ha ne glaske nemed gloar, madou
hag ebatou ar bed. Ho c’haout a reaz e palez ann
impalaer Herri IV, el leac’h ma tremenaz he iaouankiz.
Mes er palez-se edo e riskl braz d’en em goll evit biken
pa blijaz gant Doue digeri d’ezhan he zaoulagad dre eur
gentel hag a skoaz eunn taol pounner enn he galoun.
Eunn devez m’edo o vont da bourmen var ar meaz evit kemeret he blijadur hervez he gustumm, e oue paket enn hent gant eur barr-arne skrijuz. Ar gurun a groze estlammuz, hag al luc’hed a strinke stank-stank enn dro d’ezhan. Abarz ar fin e kouezaz ar gurun eharz treid he varc’h, hag hema, spountet-holl, a reaz eul lamm treuz hag a bilaz he vestr d’ann douar. Norbert a jomaz semplet eno epad eunn heur dioc’htu. Pa deuaz ennhan he-unan, e c’houlennaz ouz Doue evel sant Paol guech all : « — Va Doue, petra fell d’ehoc’h a rafenn-me? » Ker buhan eur vouez euz ann env a respountaz : « — Tec’het dioc’h ann drouk hag ober ar mad. » Kerkent ive ann den iaouank a zentaz ouz ar vouez-se hag a droaz kein a-grenn d’ar bed ha d’he follenteziou.
Kuitaat a eure raktal palez ann impalaer evit tremen he holl amzer o pedi, o vedita, o labourat hag o kastiza he gorf dre ar binijenn. Gouela dourek a rea pa zonje pegen trugarezuz oa bet Doue enn he genver. « — Nag a bec’herien, emezhan, a vez skoet gant ar maro e kreiz ho dizursiou, ha ne d-eont euz ar bed-ma nemed evit beza stlapet e tan ann ifern ! Ha Doue en deuz bet truez ouzinn-me, Doue en deuz saveteet d’inn va buez p’ounn kouezet divar va marc’h ; pebez anaoudegez vad eta, pebez karantez ne dleann-me ket da gaout evithan ! »
A benn daou vloaz goude, e resevaz ann Urs a avieler hag e oue beleget. Neuze e viskaz eur zoudanenn great gant kroc’henn danvad, hag e verzaz he holl zanvez evit rei ann arc’hant d’ar paour. Goudeze e teuaz d’en em strinka da dreid ar pab, a ioa d’ann ampoent e Frans, evit goulenn kounje diganthan da redet ar vro enn eur brezeg ama hag ahont evel eur misioner abostolik.
He c’houlenn a oue roet d’ezhan, ha raktal ez eaz enn hent. Hogen, he gomzou a zougaz kement a frouez ma ve diez niveri ann heretiked a c’hounezaz d’ar feiz katholik, ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue, hag ann enebourien a lakeaz da veza mignouned adarre goude m’oa bet pell kasouni etrezho. Evit guir, ar guel anezhan hebken a ioa eur brezegenn hag a iea betek goeled ar galoun ; rak ne oa varnhan nemed liou ar binijenn. Diarc’henn e valee ato, ha ne rea nemed eur pred bemdez, dioc’h ann abardaez. Ha c’hoaz pe seurt pred ? Ne zebre morse nemed boued groz ha dizaour, ha dibaot a vech ec’h eve guin.
O veza erruet enn eskopti Laon, Norbert a joazaz eno eur plas gouez ha distro evit sevel eur gouent da loja ar re o doa c’hoant da zeski ganthan skiant ar Zent. Ar re-ma ne oant nemed trizek da genta ; mes heb dale e ouent daou-ugent, hag o veza ma kreske bemdez ann niver anezho, e oue red abarz nemeur sevel eur maread kouenchou all. Evelse e teuaz ar Zant da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h hag a reaz goudeze kalz vad d’ar relijion ha d’ann Iliz.
Etre daou, e oue hanvet da arc’heskop e Magdebourg. Ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se ; mes senti a renkaz oc’h kannad ar pab. Hogen, pa zigouezaz dirak he balez e Magdebourg, ar porcher, o velet pegen dister oa guisket, a zerraz ann or outhan. Biken n’en devije kredet e vije ar manac’h paour-ze ann arc’heskop nevez. Pa c’houezaz oa hen oa, ec’h en em daolaz d’ann daoulin dirak ar Zant enn eur c’houlenn pardoun. Mes Norbert a respountaz d’ezhan : « — Mad eo, va breur, c’houi a anavez guelloc’h ac’hanon eged ar re o deuz va hanvet da eskop.
Ar zant-ma ne espernaz netra evit terri ar giziou fall enn he eskopti ha lakaat ann devosion da ren e peb leac’h. Mes dija en devoa gounezet he gurunenn, ha goude beza bet pevar miz klanv, e varvaz leun a veritou, er bloaz 1134, oajet hebken a dri bloaz hag hanter-kant. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Sant Norbert a oue dare d’ezhan beza lazet enn eur goueza divar he varc’h, hag a anavezaz dioc’htu e kement-se dorn ann Aotrou Doue. Mar c’hoarvez ganehoc’h hoc’h-unan, pe mar guelit oc’h erruout gant eunn ali eur goall dra bennag evelse, anavezit ive eo ann dra-ze eur gentel a ro Doue d’ehoc’h evit hoc’h alia da lakaat urs enn ho koustians, hag hastit affo senti outhan, evel a reaz sant Norbert, gant aoun na deufe he drugarez da skuiza ganehoc’h ha d’ho lezel erfin da vervel enn ho pec’hed.
r zant-ma a ioa ganet enn eskopti Iork e Bro-Zaoz,
hag a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he
vamm. O veza c’hoaz bihanik, oa guell ganthan chom
er gear da studia ha da lavaret he Baler eget mont da
c’hoari gant ar vugale all. Reseo a eure evelse eunn deskadurez
vad ha kristen, ha pa oue deuet enn oad, e oue
beleget hag hanvet da bersoun enn he vro. Mes ar c’hoant
en doa da veva pell dioc’h trouz ar bed a reaz d’ezhan
kuitaat he barrez evit en em denna enn eur gouent euz
a Urs sant Beneat. Goulskoude n’en em blijaz ket eno
ken nebeut, marteze abalamour ne gave ket ann Urs-se
striz aoualc’h. Abarz ar fin ez eaz gant eunn den santel,
he hano Richard, da eur gouent nevez el leac’h ma tliet
heul ar reolenn a vuez a viret e kouent Sito e Frans.
Er gouent nevez-ma, Robert a oue evit ann holl eur skouer a basianted, a humilite hag a binijenn. Kregi a rea stard el labour, aketuz oa d’ar bedenn, ha ne ehane da lenn ar Skritur Sakr ha da vedita goudeze var ar pez en deveze lennet. Gant ann dra-ze c’hoaz e roe d’ar re all kuzuliou leun a furnez, hag e veze ato chentil ha laouen e kenver peb hini
Ne oa nemed pemp bloaz abaoue m’en doa great he veuiou pa oue hanvet da abad enn eur gouent all euz he Urs ; ar gouent-ma a ioa nevez savet gant eunn dijentil euz ar vro e kichen Morpeth enn eskopti Iork. Mont a eure di gant daouzek manac’h euz ar re vella, ha kerkent e sonjaz ne oa bet lakeat da vestr var ar re all nemed evit diskouez ann hent d’ezho hag ho c’helenn muioc’h c’hoaz dre he oberiou eget dre he gomzou.
Ken nebeut e tebre m’en deveze naoun ato pa zave dioc’h taol, hag epad ar c’horaiz e iune bep bloaz divar bara ha dour. Ar pez a jome euz he zilerc’h a veze roet d’ar paour dre he urs. Eunn devez, goude Pask, ne c’helle dibri tamm ; donjer en doa euz ar boued, ha ne gave saour gant netra. Setu hen neuze ha lavaret d’ar Breur a ioa o servicha taol : « — Daoust, emezhan, ha ma tigasfac’h d’inn eunn tamm hara kerc’h hag-amann ? Marteze e kavinn mad ann dra-ze. » Ar Breur a redaz da gerc’hat ar pez a c’houlenne ann abad ; mes pa oue lakeat ar bara kerc’h hag ann amann dirazhan, ar Zant ne falvezaz mui d’ezhan touch outho. Mez a ioa savet ganthan abalamour m’en doa klasket, var he veno, ober re a stad euz he gof, hag aoun en doa da zeski evelse he venac’h da veza re lipouz. Lavaret a reaz eta kas ar bara hag ann amann-ze d’ar beorien a ioa e toull dor ar gouent.
D’ar mare-ze e veve sant Bernard, gloar Urs Sito, ha sant Bernard ha sant Robert a ioa mignouned vraz petra bennag m’edont pell ann eil diouz egile ; rak sant Bernard a ioa e Frans ha sant Robert e Bro-Zaoz. Hogen, ar zant-ma a oue kountet a bep seurt traou divar he benn abalamour ma’z ea avechou da velet eunn introun, en doa gounezet da Zoue hag e devoa ezomm euz he aliou mad. Ann dra-ze a reaz kalz poan d’ezhan, ha setu hen ha dont e Frans da ziskarga he galoun e kaloun he vignoun. Sant Bernard hen digemeraz evel eur breur, ha goude beza he gonzolet guella ma c’helle, e lavaraz d’ezhan distrei d’he gouent heb ober van euz ar pez a gountche ann teodou fall. Sant Robert a zentaz, hag a gendalc’haz da c’houarn he venac’h gant dousder ha furnez betek ma plijaz gant Doue he c’helver davethan. He varo euruz a erruaz d’ar 7 a viz even euz ar bloaz 1159.
Sant Robert, o veza tamallet e faoz, a deuaz e Frans da ziskarga he galoun e kaloun sant Bernard. Mar oc’h euz eur boan bennag, n’e ket difennet ouzhoc’h klask en em zizamma eunn tammik o kounta ar boan-ze da eur mignoun ; mes red eo e ve ar mignoun-ma eunn den fur hag a zoujans Doue ; anez, ne c’houezo ket ann doare da lamet pe da skanvaat ar beac’h a zo var ho spered pe var ho kaloun. Ma ne c’hellit ket c’hoaz en em laouenaat goude kement-ze, bezet sonj euz ho Salver a oue tamallet e gaou ha ne lavaraz ket zoken eur gomz evit en em diveac’hia.
nn daou zant-ma a ioa daou
vreur ginidik euz ar Pikardi,
ha ganet ho daou er memes devez.
Er memes devez ive e ouent
beleget, hag er memes devez e
varvchont. Ho mamm ne espernaz
netra evit ho zevel e doujans
Doue, ha daou zantik oant
dija enn ho bugaleach. Ho brasa
plijadur oa mont d’ann iliz da
lavaret ho Fater ; aketuz oant
bepred da zenti ouz ho zud, hag
eunn eston oa guelet pebez karantez
o doa evit ar beorien.
Medard a denne ann tamm euz he c’hinou evit hen rei
d’ezho, hag eunn devez e tiviskaz eur vantell nevez-flamm
a ioa ganthan evit he zeuler var diouskoaz eur
c’heaz dall : hema a ioa he gorf kouls lavaret enn noaz.
Hogen, Godard a ioa henvel ouz he vreur e kenver ar
poent-se evel var ar poenchou all.
Pa ouent deuet enn oad, e ouent kaset d’ar skol ha goudeze d’ar skolach, ha pa oue echu ho studi gantho, e ouent beleget gant eskop Vermand. Neuze ar sked euz ho vertuziou a baraz var ar vro evel eur sklerijenn lugernuz. Ne ehanent da iun ha da bedi Doue ; eunn dudi oa evitho tremen ann noz o vedita, ha ken humbl oant ma ne c’houient dare peur o devije great stad aoualc’h euz ho zuperiored. N’oant ket evit gouzanv avad e vije great stad ebed anezho ho-unan.
Arc’heskop Rouan o veza maro, Godard a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, d’ar mare-ze, ez oa c’hoaz kalz paianed e Rouan ; kenta soursi ann arc’heskop nevez a oue eta da c’hounit ar baianed-se da feiz Jezuz-Krist. Mont a rea he-unan d’ho c’haout ha da gaozeal gantho, ha dre he zousder hag he vadelez e teuaz a benn da lakaat eur maread anezho da drei kein d’ho idolou. Ar zant-ma a zikouraz sant Remi ha sant Waast da gelenn ar roue Klovis var ar guirioneziou euz ar relijion gristen. Kemeret a eure perz e kenta konsil Orlean, ha sakri a reaz sant Lo, kenta eskop Koutans. Erfin, goude beza labouret epad tost da hanter-kant vloaz evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, e kouezaz klanv hag e varvaz d’ann 8 a viz even euz ar bloaz 545. He ene a nijaz raktal d’ar baradoz dindan furm eur goulmik venn.
Epad ann amzer-ze, sant Medard a ioa bet hanvet ive da eskop e Vermand. Mes ar gear-ma o veza bet dismantret gant ar Vandaled, ar Zant a deuaz da jom da Noion el leac’h ma’z oa eur c’hastell krenv, hag hiviziken Noion a oue ar gear-benn euz he eskopti. Doue en devoa dija diskleriet he zantelez dre veur a virakl. Evelse, eur vioc’h d’ezhan o veza eat gant al laer, hema a renkaz he digas d’ar gear enn dro abalamour ar c’hloc’h a ioa a-istribill ganthi ouz he gouzoug ne ehane da zini anezhan he-unan n’euz fors e pe leac’h e veze kuzet.
Eskop Tourne o veza maro, sant Medard a oue karget ive da c’houarn ann eskopti-ze. Eleiz a baianed a ioa c’hoaz eno d’ann ampoent ; mes ar Zant a reaz evel en doa great he vreur e Rouan. Mont a eure he-unan da velet ar baianed-se ha da brezeg d’ezho. Beac’h en devoue gantho, da genta, ha ne c’houfe den lavaret pegement en devoue da c’houzanv euz ho ferz. Ober a rejont goab anezhan, ha klask a rejont zoken he lakaat d’ar maro. Mes ar Zant ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha beze oue erfin treac’h d’ho aheurtamant enn eur ziskouez enn ho c’henver ar memes dousder hag ar memes madelez en doa diskouezet sant Godard e Rouan. Dont a rejont holl, kouls lavaret, da zilezel servich ann doueou faoz evit beva evel guir gristenien.
Neuze sant Medard a zistroaz da Noion, hag eno e roaz voal ar guerc’hezed da zantez Radegond. Goudeze e kouezaz klanv, hag heb dale ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he labouriou ha d’he vertuziou, er memes bloaz hag er memes devez ma varvaz he vreur sant Godard.
Ann dousder a deu a benn da c’hounit ar c’halounou ar re galeta. Mar oc’h euz c’hoant eta da zistrei unan bennag dioc’h ar pec’hed, pe dioc’h eur voazamant fall en deuz kemeret, arabad eo d’enoc’h mont d’ezhan dre zrouk ; mes komzit outhan dre gaer ha gant karantez, hag abred pe zivezad e selaouo ac’hanhoc’h hag ec’h anavezo ema ar virionez ganehoc’h. Dre ann dousder hag ar garantez eo o deuz sant Medard ha sant Godard gounezed kement a baianed d’ar feiz.
rim ha Felisian a ioa daou vreur ginidik euz a Rom.
O veza bet gounezet d’ar feiz gant ar pab Felis, ec’h
en em daoljont holl d’ann oberiou a drugarez. Kement
tra o devoa a ioa daou-hanter etre ar beorien hag hi ;
aliez e vezent guelet er prizouniou, ha meur a vech e
tremenent ann deiz hag ann noz o konsoli ar gristenien
a veze ennho, hag o rei nerz d’ezho da c’houzanv ar maro gantjoa evit Jezuz-Krist : ho heul a reant zoken
betek tachenn ar verzerenti.
Abarz ar fin e ouent diskuillet d’ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian. Ann daou impalaer-ma ne espernjont netra evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz ; mes, o velet e kollent ho amzer gantho, e lakejont anezho etre daouarn ar vourrevien, gant urs d’ho skourjeza, da zispenn ho c’horf gantann durkez ha d’ho diskroc’henna.
Hogen, kaer a ioa ober d’ezho goasa a c’hellet, ann daou vreur a zalc’he mad ato da adori ar guir Doue. Neuze e ouent kaset da Nomento da gaout ar barner Promotus, hag hema ho dispartiaz ann eil dioc’h egile. Goudeze e klaskaz, da genta, dont a benn euz a Felisian ; mes Felisian a reaz goab euz he bromesaou evel euz he c’hourdrouzou, hag a respountaz d’ezhan krak ha berr : « — Me fell d’inn mervel e servich Jezuz-Krist, a anavezann tregont vloaz zo evit va Mestr ha va Doue. »
O klevet ar respount-se, Promotus a reaz staga ar Zant oc’h eur peul, ha sanka tachou ha minaouedou enn he zaouarn hag enn he dreid. Mes, o veza ma kreske he nerz kaloun dre m’her bourrevet, ar barner a ordrenaz he lezel a-istribill ouz ar peul epad tri devez dioc’htu heb rei tamm d’ezhan da zibri na banne da eva. Eur skrij eo sonjal er boan en devoue Felisian o chom keit all er stad-se. Mes dont a eure boued d’ezhan euz ann env, hag ar boued-ma her c’hrenveaz kement ma’z oa prest da c’houzanv poaniou krisoc’h c’hoaz. Evelato, a benn tri devez, e oue distaget dioc’h ar peul ha kaset enn dro d’ar prizoun, el leac’h m’edo araok.
Neuze Promotus a c’halvaz he vreur Prim, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Ac’hanta, emezhan, ho preur Felisian a zo bet furoc’h evidhoc’h ; sentet en deuz ouz ann impalaered, hag ar re-ma o deuz her c’harget a henor. Mar kirit ober eveldhan, o pezo ive perz enn he c’hloar. » Mes Prim a respountaz raktal : « — Me c’hoar aoualc’h petra zo erruet gant va breur ; eunn eal en deuz kountet d’inn ar pez oc’h euz great d’ezhan, ha plijet gant Doue em befe ann eur da c’houzanv va-unan evit Jezuz-Krist kement hag en deuz-hen gouzanvet. »
Ar respount-ma a lakeaz ar barner da vont enn egar ha setu hen ha rei urs da vrevi korf ar Zant a daoliou baz, ha da zevi he gostou d’ezhan gant goulou var elum ; mes Prim a ioa ato laouen e kreiz ar iudazerez-se. Etre daou, Promotus, drouk ennhan goasoc’h eget biskoaz, a gasaz unan bennag da gerc’hat Felisian, ha pa oue digouezet hema, e lakeaz skuill dirazhan ploumm teuzet e ginou he vreur. Mes Prim n’en devoue ket muioc’h a boan gant ar ploumm-ze eget n’en devije bet oc’h eva eur banne dour fresk.
Goulskoude ar barner, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ann daou verzer, a ordrenaz leusker daou leon varnho. Mes al leoned, e leac’h kregi ennho, a c’hourvezaz eharz ho zreid enn eur ober chalantiz d’ezho.
Ouspenn daouzek mil den a oue test euz ar mirakl-ma, ha var ann niver-ze pemp kant da nebeuta a anavezaz dioc’htu ar virionez euz ar relijion gristen. Evelato Promotus a jomaz bepred aheurtet, ha gant he gounnar e koundaonaz ann daou vreur kalounek da veza dibennet. Ho merzerenti gloriuz a erruaz er bloaz 286.
Doue en deuz konsolet ha kennerzet ann daou verzer santel-ma e kreiz ho foaniou. En em roomp holl da Zoue, ha Doue a vezo ive holl evidomp. Seul-vui m’or bezo poan, ma vezimp ankeniet ha dilezet gant ann dud, seul-vui ive e teuio Doue d’hor c’harga euz he c’hrasou. Doue eo ar mignoun fidel ne abandoun morse ar re her c’har. Avechou ec’h en em zalc’h kuzet evit guelet ha ni hor bezo fizians ennhan. Mes, kerkent ha m’her galvomp, ema ouz hor sikour.
antez Mac’harit a ioa euz a vouenn rouaned Bro-Zaoz ;
mes he zad en doa renket kuitaat ar vro-ze, hag hi a ioa ganet enn Hongrii. Goulskoude, pa bignaz
sant Edouard var ann tron, he zad a c’hellaz distrei da
Vro-Zaoz ; mes prest goude e varvaz, hag ar roue sant
Edouard o veza maro ive, Mac’harit a oue red d’ezhi
tec’het kuit d’he zro asambles gant he breur ; rak n’e
devoa nemed eur breur hag eur c’hoar, hag he c’hoar a
ioa eat dija da leanez.
Eunn taol avel, pe, evit lavaret guell, eunn taol euz a Brovidans Doue ho foulzaz var aochou ar Skos, hag eno e ouent digemeret mad gant ar roue Malkolm. Ar roue-ma zoken a deuaz da gaout kement a istim evit ar brinsez iaouank ma he goulennaz da bried. Mac’harit a roaz he asant, hag ann eured a oue great er bloaz 1070. Ar Zantez a ioa neuze o ren he fevar bloaz var’nn ugent.
Hogen, e kreiz ann henoriou, e oue bepred ken humbl ha ken dic’hloar ha m’oa bet ato azalek he bugaleach. Desket e devoa a-vihanik ober fae var ar bed hag he vraoigou, hag ar pez a glaske da genta ha dreist peb tra oa plijout da Zoue, Roue ar rouaned. Eunn darn vraz euz ann noz a dremene o pedi, ha dioc’h ar mintin e kleve meur a offerenn blean hag eunn offerenn var gan. Ouspenn-ze, e lavare bemdez offis bihan ann Dreinded, hini ar Basion hag hini ar Verc’hez, hag erfin offis ann Anaoun. Kastiza a rea ive he c’horf dre ar rusta pinijennou, hag enn he frejou ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhi da vervel gant ann naoun.
Mac’harit a c’hounezaz buhan kaloun he fried dre he dousder ; mes n’en em zervichaz morse euz ar c’halloud e doa varnhan nemed evit gloar Doue, mad ar relijion ha mad ar bobl. Lakaat a eure sevel eur maread ilizou ha kouenchou nevez, ha rapari kalz re goz. Ne espernaz netra ken nebeut evit terri ar giziou fall ha diarbenn ann dizursiou a ioa en em zilet dre laer etouez he zujidi. Erfin, boaza a reaz he fried da gemeret perz enn he devosionou hag enn he oberiou a drugarez, hag eunn dudi oa guelet ar roue o chom avechou hed ann noz da bedi Doue asambles ganthi.
Ar zantez-ma e devoue eiz krouadur, c’houec’h mab ha diou verc’h. Hogen, ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit ober anezho bugale fur, ha deski d’ezho abred karet Doue euz a greiz ho c’haloun ha kaout heuz ha kaz ouz ar pec’hed. He foan ne oue ket kollet ; rak holl e rejont henor d’ho mamm dre ho c’homportamant vad, ha lod anezho zoken a zo henoret gant ann Iliz evel sent.
Goulskoude ar vertuz a remerket ar muia e Mac’harit oa he c’harantez evit ar beorien. Bemdez e roe da zibri da dri c’hant paour, hag hi ho zerviche he-unan var bennou he daoulin egiz pa vije bet ho flac’h pe ho matez. Goalc’hi a rea d’ezho ho zreid, hag eur fest oa evithi poket d’ho gouliou. Betek he dillad a rouanez hag he jadennou aour a ziouere gantho, ha meur a vech e c’houllonderaz tenzor ar roue evit pourvei d’ho ezommou.
Doue a zigasaz dezhi kroaziou pounner var fin he buez. Ar c’hroaziou-ze a oue, da genta, eur c’hlenved hag a badaz c’houec’h miz, ha goudeze maro he fried hag he mab hena, lazet ho daou er vrezel. Mes ar Zantez, e leac’h en em glemm, a drugarekea ann Aotrou Doue abalamour ma roe tro d’ezhi evelse da ober he furkator er bed-ma. Mervel a reaz he-unan d’ann dek a viz even euz ar bloaz 1093, ha kerkent he divoc’h, distrounket-holl gant ar c’hlenved, a viskaz adarre al liou flamm o devoa bet guech all.
Setu ama eur rouanez hag a lakea he holl foan da ober tud fur euz
he bugale, ha da zeski d’ezho abred karet ann Aotrou Doue ha kaout
heuz ha kaz ouz ar pec’hed. Penaoz eta e c’hello beza direbech dirak
Doue ar mammou a lavar n’o deuz ket amzer da gelenn ho re, var
digarez ann tregas o deuz gant ho ziegez ? Darn zoken, ouspenn ma ’z
int lezirek da zeski d’ezho ho c’hreansou, ne gemeront ket c’hoaz ar
boan d’ho c’has d’ar c’hatekiz pe da skol ann Iliz. Ar seurt mammou-ze,
hervez ann abostol sant Paol, a zo goasoc’h eged ar baianed.
r zant-ma a ioa ganet enn enez Chipr, hag a oue kaset
d’ar skol da Jerusalem gant ann doktor Gamaliel.
Eno en devoue evit kamalad ann hini a dlie beza divezatoc’h
ann abostol sant Paol. Mes hen a oue gounezet
d’ar feiz araok ann abostol-ma. O velet ar miraklou a
rea hor Zalver, ec’h anavezaz anezhan dioc’htu evit ar
Mesias, hag e teuaz da veza unan euz he zaouzek ha tri-ugent
diskib.
Neuze e verzaz he holl vadou nemed eur park evit rei ann arc’hant d’ar beorien. Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, e verzaz ive ar park en doa dalc’het da genta, hag ar pez en devoue evithan a zigasaz d’ann Ebestel. E tro ar mareou-ze e oue leshanvet Barnabas ; rak he hano kenta oa Joseph. Hogen, Barnabas a zinifi Mab a gonzolasion, hag ar Zant a oue leshanvet evelse abalamour n’en doa ket he bar evit konsoli ar re a ioa er boan.
Sant Paol o veza bet gounezet d’ar feiz d’he dro a c’hoanteaz mont da Jerusalem da velet sant Per. Kaout a eure eno sant Barnabas, he gamalad skol guech all, hag hema her c’hasaz da di sant Per ha da di sant Jakez. Goudeze sant Barnabas a oue kaset he-unan da Antioch gant ann Ebestel. Dridal a reaz he galoun pa velaz pegement a dud fidel a ioa dija er gear-ze ; ne espernaz netra evit ho startaat er feiz, ha dre ann nerz euz he gomzou e lakeaz c’hoaz ann niver anezho da greski. Rak eunn den oa, eme ar Skritur Sakr, hag a ioa leun euz ar Spered-Santel.
Neuze ez eaz da Dars da glask sant Paol da zont d’he zikour. Sant Paol a deuaz, hag ho daou e chomjont bloaz e kear Antioch. Prezeg a rejont gant kement a frouez ma oue roet eno evit ar vech genta ann hano a gristenien da ziskibien Jezuz-Krist. Etre daou e oue eur gernez vraz er Judee, ha tud fidel Antioch a reaz eur gest entrezho evit ar gristenien baour euz ar vro-ze. Sant Paol ha sant Barnabas a ieaz ho-unan da Jerusalem da gas ann arc’hant a ioa bet savet, hag enn eur zistrei ac’hano e tigaschont gantho Iann Mark, kenderv gompez da Varnabas.
Prest goude, ar Spered-Santel a lavaraz dispartia Paol ha Barnabas dioc’h ann diskibien all evit al labour en doa da rei d’ezho. Kerkent ann diskibien all en em lakeaz da iun ha da bedi, hag o veza astennet ho daouarn var benn ann daou abostol nevez, e lezchont anezho da vont el leac’h m’oant galvet gant ar Spered-Santel.
Paol ha Barnabas a redaz kalz broiou, ken dre zouar, ken dre vor, enn eur brezeg Jezuz-Krist d’ann holl, d’ar Iuzevien, da genta, ha goudeze d’ar baianed. E kear Listr e ouent kemeret evit doueou abalamour d’ar miraklou a reant. Mes ann daou abostol a skandalaz ar bobl enn eur lavaret : « — E petra e sonjit-hu da vihana ? Ni ne d-oump nemed tud eveldhoc’h. Mes deuet oump ama da zeski d’ehoc’h dilezel ann doueou-ze, ne d-int netra, evit adori ha servicha ar guir Doue en deuz krouet ann env, ann douar, ar mor, ha kement tra a zo ennho. »
O veza distro da Antioch, sant Paol ha sant Barnabas a asamblaz ar gristenien hag a gountaz d’ezho e pebez feson burzuduz en devoa ann Aotrou Doue benniget ho beach, ha penaoz en doa lakeat ive ar baianed da zigeri ho spered da sklerijenn ar feiz. Goudeze ez ejont ho daou da gonsil Jerusalem, hag enn eur zont ac’hano ec’h en em guitajont. Sant Paol a skoaz adarre etrezek ann Azii, ha sant Barnabas, er c’hountrol, a skoaz etrezek enez Chipr, he vro, asambles gant he genderv Iann Mark.
Enn enezenn-ma ec’h achuaz he vuez dre ar verzerenti
e tro ar bloaz 61 goude donedigez hor Zalver. He
gorf a oue kavet er bloaz 485, enn amzer ann impalaer
Zenon, ha var boull he galoun edo Aviel sant Vaze.
Ar zant-ma a ioa leun euz ar Spered-Santel. Ar Spered-Santel eo Speret Doue he-unan. Hogen, bea zo tri seurt sperejou kountrol da spered Doue : spered ar bed, spered Satan ha spered ar c’hig. Spered ar bed a laka ann den da glask ar c’hloar hag ann henor, spered Satan hen doug d’ar gasouni ha d’ar venjans, ha spered ar c’hig a ra d’ezhan redet varlerc’h plijadureziou ar c’horf. Guelit pe gant spered Doue pe gant unan pe unan euz ann tri spered all-ze oc’h gouarnet. Mar d-eo spered ar bed, pe spered Satan, pe spered ar c’hig a c’houarn ac’hanhoc’h, emaoc’h o vont da goll. Hastit affo eta trei kein d’ezho evit heul hebken spered Doue e peb tra. N’euz nemed ar re a zo gouarnet gant spered Doue hag a ve e guirionez bugale da Zoue, a lavar d’eomp ann abostol sant Paol.
ann a ioa ganet e Sant-Fagondez e Spagn a dud a lignez
huel. D’ann ampoent ma’z oa c’hoaz krouadur, e roaz
merkou anat euz ar pez a dlie beza eunn deiz. Rak dija
neuze e sarmoune aliez, divar eunn dorgenn, d’ar vugale
all euz he oad, evit ho dougen da zervich Doue ha d’ar
vertuz, ha ne esperne netra evit ho unani pa zave tammou
trouz pe dammou kasouni entrezho.
Goude beza great he studi e Sant-Fagondez gant ar venac’h euz a Urs sant Beneat, Iann a oue beleget gant eskop Burgos. Ann eskop-ma en devoa eunn istim hag eur garantez vraz evithan, hag er greaz chaloni euz he iliz kathedral. Mes ar Zant a guiteaz ar plas henorabl-se evit mont da jom da gichen eur chapel a ioa enn eunn tu bennag a gostez : er chapel-ma ec’h offerenne bemdez, hag e prezege d’ann dud divar dro da zul ha da c’houel.
Goudeze ez eaz da Zalamank da zeski ar skianchou sakr e skolach braz Sant-Barthelemi ; rak ne gave ket d’ezhan e vije c’hoaz habil aoualc’h var ann theoloji. Eno e kouezaz klanv, hag e reaz veu da joaz eur stad a vuez rustoc’h ma teuje da barea. O veza eta pareet dre c’hras Doue, ec’h hastaz da zeveni he bromesa enn eur rei da eur paour keaz ar vella euz ann diou zoudanenn enn doa, hag enn eur c’houlenn beza resevet e kouent ar venac’h euz a Urs sant Aogustin.
Resevet e oue er gouent-ma gant joa, hag heb dale e oue treac’h d’ar re a ioa eno enn he raok dre he zentidigez, he humilite hag he aked d’ar bedenn. P’en devoue great he veuiou a vanac’h, e oue karget da brezeg.
Hogen, hen ober a eure gant kement a nerz hag a frouez ma oue guelet abarz nemeur eur jenchamant kaer e Salamank. D’ar mare-ze, tud kear a ioa e brezel ann eil ouz egile ; bemdez ha bep heur, kouls lavaret, e veze lazet unan bennag, hag ar goad a rede, n’e ket hebken er ruiou ha var ar plasennou, mes betek enn ilizou zoken. Ar Zant ne espernaz nag he boan nag he amzer evit dousaat ar sperejou, ha dont a eure a benn da lakaat adarre ar peoc’h etre ann enebourien, ken dre ar zarmouniou a rea d’ann holl er gador, ken dre ann aliou mad a roe da bep hini enn he bart he-unan.
Lod goulskoude a gemeraz drouk outhan, hag eunn dijentil a gasaz daou gavalier da lamet he vuez diganthan. Mes kezek ann daou gavalier-ze a jomaz a za heb flach e tu ebed, hag ann daou gavalier ne c’helljont ober d’ezho na mont araok, na mont adren, ken na deujont d’en em strinka da dreid ar Zant enn eur c’houlenn pardoun euz ho zorfed.
Ann dijentil he-unan a oue skoet enn eunn hevelep feson ma oue dare d’ezhan mervel, ha ne bareaz nemed var bouez anaout he faot ha gelver Iann da vont d’he gaout.
Ar zant-ma en devoa ann eur da velet Jezuz-Krist gant daoulagad he gorf pa veze oc’h offerenna. Lenn a rea ann traou a veze muia kuzet e goeled ar galoun, hag aliez e tisklerie ar pez a dlie erruout enn amzer da zont. Eur vech zoken e tigasaz adarre e buez eunn nizez d’ezhan hag a ioa nevez maro.
Erfin, goude beza merket pe da zeiz e varvche he-unan, e resevaz he zakramanchou diveza gant eunn devosion dreist-ordinal, hag e roaz he ene da Zoue d’ann unnek a viz even euz ar bloaz 1479. Ar pab Aleksandr VIII, o veza bet testeniou sklear euz he viraklou, a lakeaz anezhan e renk ar Zent er bloaz 1690.
Sant Iann a Zant-Fagondez, o veza c’hoaz krouadur, a lakea ar peoc’h etre ar vugale all euz he oad pa zave eunn trouz pe eur gasouni bennag entrezho, ha goudeze e teuaz ive a benn da unani tud Salamank a ioa e brezel ann eil ouz egile. N’e ket aoualc’h d’ehoc’h beva hoc’h-unan e peoc’h gant ho nesa ; labourit c’hoaz hervez ho kalloud da lakaat ar memes peoc’h etre ar re all, etre tud ho ti pe hoc’h amezeien. Evelse e viot euz ar re m’en deuz lavaret hor Zalver anezho : « Euruz ar re a gar ar peoc’h, rak hanvet e vezint bugale Doue. »
r zant-ma a ioa ganet e kear Lisboonn er Portugal, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. D’ann oad a bemzek vloaz, ez eaz enn eunn Urs chalonied hag a heulie reolenn sant Aogustin. Mes, o veza guelet digas da Goimbr korfou pemp manac’h euz a Urs sant Fransez, bet merzeriet enn Afrik, e c’houlennaz beza resevet enn Urs-ma, enn esper kaout ann dro evelse da veza merzer he-unan. Goude m’en devoue great he veuiou, e oue roet kounje d’ezhan da vont d’ann Afrik ; rag he galoun a verve ato gant ar c’hoant en doa da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. Mes koueza a reaz klanv enn hent hag e renkaz dont var he giz. Goulskoude ne zistroaz ket d’ar Portugal : poulzet e oue gant ann avel var aochou ar Sisiil.
Ac’hano ez eaz da Asiz da velet sant Fransez, hag euz a Asiz e oue kaset da gouent Menez-Paol e kichen Bologn. Eno e tremene he holl amzer o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Petra bennag m’oa beleg dija, e oue lakeat da ober al labouriou distera euz ar gouent, evel : da skuba ann ti, da zikour skaota er gegin. Mes ann dra-ze oa he blijadur; rak ne glaske nemed beza kemeret evit eunn den ha n’oa mad da netra.
Evelato Doue ne zaleaz ket da rei da anaout ann tenzor a skiant hag a furnez a ioa kuzet enn he ene. Eunn devez, he zuperior a ordrenaz d’ezhan lavaret eur gomz bennag dirak eunn asamble a venac’h euz a Urs sant Dominik hag euz a Urs sant Fransez. Anton a zentaz, hag a reaz eur zarmoun ker kaer ma chomaz ann holl mantret. « Biskoaz, emezho, n’o doa klevet bravoc’h sarmoun. »
Neuze sant Fransez a gargaz ar Zant da ober skol d’ar re all var ann theoloji. Anton eta a rejantaz e meur a gear enn ltali hag e Frans. Mes goudeze ec’h en em daolaz holl da rei misionou d’ar bobl. Hogen, e kement leac’h ma prezege, ann dud a zirede d’he zelaou a vandennadou ; rak ar brud en doa da veza eur prezeger dispar, hag, evit guir, den ne c’houie guelloc’h evithan ann tu da skleraat ar sperejou ha da c’hounit ar c’halounou.
Poania a eure dreist peb tra da ziarbenn ar fals kredennou. Skei a rea varnho starta ma c’helle, hag abalamour da ze e oue leshanvet Morzol pe Maill ann heretiked. Mes ne boanie ket nebeutoc’h da ziarbenn ann dizursiou ha da derri ar giziou fall a ioa en em zilet etouez ar gristenien fidel. Dalc’h-mad ive e rea brezel d’ann dizursiou ha d’ar giziou fall-ma, heb kaout damant da zen nag aoun rak netra.
He viraklou a greske c’hoaz ann nerz a roe Doue d’he
gomzou. Eunn droiad m’edo o sarmoun e Rimini dirag
eur vandenn vraz a heretiked, e remerkaz e lakea ar re-ma
ho bizied enn ho diouskouarn evit miret na glevchent
ar pez a lavare. Kerkent e tiskenn euz ar gador,
hag ez a var bord ar mor da c’helver ar pesked da zont
d’he zelaou. Ar pesked a zent outhan, hag a deu, a ganchou
hag a vilierou, d’en em renka dirazhan var c’horre
ann dour, ar re vihana er penn araok. Eunn dra ker
burzuduz a zigoraz ho daoulagad d’ann heretiked, hag
a reaz d’ann darn vuia anezho anaout ar virionez euz ar
relijion gatholik.
Eunn droiad all, eunn heretik aheurtet a lavaraz d’ezhan ne gredje biken e vije Jezuz-Krist e sakramant ann aoter nemed guelet a raje he vul o lezel ar foenn hag ar c’herc’h a gostez evit mont d’he adori enn hosti konsakret. Hogen, goude beza chomet tri devez heb tamm, ar mul-ze a guiteaz he rastell leun a foenn hag he vanjouer leun a gerc’h evit redet da zaoulina dirak ar Zakramant meulet ra vezo, a zouge ar Zant etre he zaouarn. Eunn hevelep burzud a c’hounezaz ive raktal ann heretik-se d’ar guir feiz.
Anton ne oa c’hoaz nemed c’houec’h vloaz ha tregont pa gouezaz klanv e kear Padou. Kement oa en em skuizet o prezeg, ha ken dinerzet oa dre he iuniou hag he binijennou, ma n’en doa mui nemed eur c’houezadenn vuez. He glenved eta ne oue ket hirr ha d’ann 13 a viz even 1231 ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou apostolik. Kerkent ar vugale en em lakeaz da grial dre ar ruiou : « — Ema maro ar Zant! » He bedi a reer dreist peb tra evit kaout ann traou dianket.
Sant Anton a Badou ne oa nemed c’houec’h vloaz ha tregont pa varvaz, ha goulskoude peger braz n’e ket bet he virit dirak Doue, ha peger kaer n’e ket ive brema he gurunenn er baradoz ! Pa zervicher Doue a greiz kaloun, ha pa ne garer nemethan, n’euz ket a ezomm da veza pedi evit dastum dirazhan eunn tenzor a veritou, ha gounit ive dre eno eur renk huel ebarz enn env.
ant Bazil a ioa ganet er C’happados, hag a reaz he
studi e Atheenn asambles gant sant Gregor a Nazians.
Goudeze e teuaz da veza ker brudet dre he zeskadurez
hag he vertuziou ma oue leshanvet Bazil-Ar-Braz. Mes ober a reaz fae var gloar ar bed, ha setu hen hag en
em denna e bro ar Pont, e ti zantez Makrina, he vamm
goz, evit tremen he holl amzer o pedi, o iun hag o vedita
var ar Skritur Sakr.
Sant Gregor a Nazians, he vignoun, a ieaz di da ober koumpagnunez d’ezhan, hag ho daou e vevchont eno eur pennad evel daou ermit. Epad ann deiz e labourent, pe gant ar bluenn enn ho c’hambr, pe gant ar bal enn toull chardin a ioa e kichen ann ti ; hag enn noz e kouskent var ar c’halet, pe e choment var zao betek ar mintin da gana meuleudiou ann Aotrou Doue. Ne reant nemed eur pred bemdez, ha c’hoaz ne zebrent nemed bara ha legumach, ha ne event nemed dour.
Sant Bazil a zavaz eur maread kouenchou er vro-ze, ken evit ar goazed, ken evit ar merc’hed, hag a roaz d’ar venac’h ha d’al leanezed a ioa ennho reolennou kaer a vuez skrivet ganthan he-unan. Goudeze e tistroaz d’ar C’happados el leac’h ma oue beleget gant eskop Sesaree, ha pa varvaz ann eskop-ma, e oue choazet evit delc’her he blas.
Eur vech eskop, ar Zant a implijaz holl nerz he gorf hag he spered evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Prezeg a rea bemdez, noz ha mintin, ha bemdez ive e veze eur mor a dud ouz he zelaou, evel a lavar he-unan enn he skridou. Ne espernaz netra ken nebeut evit maga ann devosion etouez ar bobl, hag he voaza a eure da gommunia da nebeuta teir pe beder guech er zizun. Mes he aked da zifenn ar feiz katholik a enep ann Arianed a dennaz varnhan droulans ann impalaer Valens; rak ann impalaer-ma a ioa troet gant ann hereti-ked-se.
Eunn devez eta, Bazil a oue galvet da vont da gaout ar prefet Modest, hag ar prefet-se a c’hourdrouzaz, euz a berz ann impalaer, lamet he vadou diganthan, pe he gas er meaz euz ar vro, pe he lakaat d’ar maro.
Mes ar Zant a respountaz kerkent: « — Grit d’inn eur gourdrouz all bennag, mar kirit ; rak ne rann van ebed evit klevet ar re-ze. » « — Perak’ta, eme Vodest ? » « — Perak ? eme Vazil : da genta, ann hini « n’en deuz netra ne c’heller ket lamet he vadou diganthan. D’ann eil, ne rann ket a fors evit beza kaset er meaz euz ar vro ; rak va guir bro eo ann env, n’e ket ann Douar eo. D’ann trede, ar maro a ve eur c’hras evidon abalamour ma’z afenn kentoc’h a ze da velet Doue d’ar baradoz. » « — Biskoaz, eme ar prefet mantret, den n’en deuz komzet ouzinn gant kement a hardisegez. » « — N’oc’h euz eta, eme ar Zant, guelet eskop ebed bete vrema ? »
Goulskoude ann Arianed a reaz kement var ann impalaer ma falvezaz d’ezhan koundaoni Bazil d’ann harlu. Mes he gador a dorraz p’edo o vont da zina ar zetans, hag euz a deir bluenn a gemeraz nikun ne roaz liou. Evelato goulenn a eure c’hoaz eur bluenn all ; mes enn dro-ma he zorn a grenaz kement ma krogaz aoun ennhan ha ma rogaz ar paper a dammou.
Ar Zant a oue eta lezet e peoc’h, hag a gendalc’haz evel diagent da labourat heb ehana evit gloar Doue ha silvidigez ann dud. O veza kouezet klanv hag o c’houzout n’en doa mui pell da veva, e lavaraz: « — Va Doue, me a laka va ene etre ho taouarn, » ha prest goude e varvaz, d’ar c’henta a viz genver euz ar bloaz 379, oajet hebken a eur bloaz hag hanter-kant. Bez’e oue unan euz ar guella prezegerien a zo bet biskoaz, hag al levriou en deuz great a bado keit hag ar bed.
Da genta. — Disprijit ho korf, rak ne d-eo nemed eur bern poultr ha breinadurez; mes grit stad euz hoc’h ene abalamour ne varvo biken.
D’ann eil. — Ne stagit ket ho kaloun ouz ann traou krouet, pa renkit kimiada dioutho abred pe zivezad.
D’ann trede. — Evel ann ed a hader a zigas gounidegez d’ann nep hen taol enn douar, evelse ive ar bara a lakeer e dorn ar paour a zoug frouez evit ann nep her ro.
D’ar pevare. — Diskennit aliez e goeled ho kaloun ha goulennit ouzhoc’h hoc’h-unan petra oc’h, euz a be leac’h e teuit ha petra viot eunn deiz. E pe leac’h edon-me brema ez euz kant vloaz ? E pe leac’h e vezinn-me a benn kant vloaz ama ?
D’ar pemped. — Taolit eur zell dioc’h ann noz var ar pez oc’h euz
great, sonjet pe lavaret epad ann deiz, ha guelit pe seurt kemm a zo
etre ann eil devez hag egile evit gouzout pe c’houi a ia araok, pe
c’houi a ia adren var hent ar zilvidigez.
r zantez-ma a ioa ganet e Pibrak, var dro teir leo
dioc’h Toulouz, er bloaz 1579. He zad a ioa Lorans
he hano, hag hano he mamm oa Mari Laroch. Diou groaz
pounner a zigasaz ganthi enn eur zont er bed : he dorn
deou a ioa seizet, hag enn he gouzoug e devoa eur c’hlenved
heuzuz. Mes ato e oue rezinet da volontez Doue, ha
karet a reaz bepred ar boan evel eur c’hoar ha ne
dlie morse he c’huitaat azalek he huanad kenta betek he
huanad diveza.
Jermana a ioa c’hoaz bihanik pa varvaz he mamm, hag he zad a zimezaz adarre. Hogen, he les-vamm n’oa ket evit he gouzanv, ha p’e devoue bet bugale he-unan, e kemeraz c’hoaz muioc’h a gaz outhi. Lorans, dioc’h he gostez, ne grede ket difenn he verc’h, hag houma a oue great d’ezhi e ti he zad ar pez ne vez ket great d’ann estren. Var digarez m’e devoa eur c’hlenved speguz, n’e doa ket a gounje da vont tost d’he hanter-vreudeur ha d’he hanter-c’hoarezed, na zoken da lavaret eur ger outho. Kerkent ha ma oue enn oad, e oue kaset bemdez da ziouall ann denved, gant eunn tamm bara du evit he mern hag eur geiellad lin da neza; ha pa deue d’ar gear dioc’h ann noz, n’e devoa nemed skandal ha bazadou da c’hortoz digant he les-vamm. Goudeze, epad ma veze ar re all o tibri ho c’hoan pe o tomma hag o kaozeal e kichen ann tan, hi a renke en em denna er c’hraou, pe enn eunn toull a ioa e traon ann ti dindan ann deleziou, hag eno e tremene ann noz var eur guchenn geuneud seac’h, kaletoc’h eged ann douar noaz.
Mes hor Zalver Jezuz en devoue truez ouz ann emzivadez geaz, hag a zervichaz da dad d’ezhi. Diskenn a reaz enn he ene evit rei sklerijenn d’he spered ha nerz d’he c’haloun, hag e skol ar Mestr-se Jermana a zeskaz kaera skiant a zo er bed, skiant ar Zent. Deski a eure ganthan dreist peb tra en em blijout o veza disprijet, ha dougen he c’hroaz gant joa. Evelse, biskoaz ne laoskaz eur glemmadenn n’euz fors peger kriz ha pegen direzoun e veze he les-vamm enn he c’henver.
Bep mintin, pa gleve kloc’h ann offerenn, e plante he c’heiell e kreiz he denved hag e rede d’ann iliz. Ann dra-ma a vije bet pec’hed euz a berz eunn all, mes euz he ferz ne oa ket, abalamour ne rea nemed senti ouz Doue.
Rak, tra eston ! he denved a jome enn dro d’ar geiell heb mont da laerez e nep leac’h, ha morse ne oue taget nikun anezho gant ar bleiz petra bennag ma vezent aliez tost da eur c’hoat hag a ioa leun a vleizi. Sklear eo eta e felle da Zoue ez aje ar verc’h paour d’ann offerenn, hag ec’h en em garge he-unan da ziouall he denved epad ann amzer-ze.
Hed ann nemorant euz ann deiz, Jermana a neze hag a bede Doue. He fedenn ordinal oa ar chapeled ; rak eunn devosion vraz e devoa evit ar Verc’hez, ha bep vech ma soune ann Angelus, ec’h en em daole dioc’htu d’ann daoulin, kouls enn erc’h, er pri ha zoken enn dour, evel var ann douar seac’h. Pa errue eur paour bennag ganthi, e roe d’ezhan lod euz he bara, ha iun a rea he-unan evit terri ho naoun d’ar re all. Goude beza great he fask kenta, e kommunie ato da zul ha da c’houel, ha pa deue dioc’h taol ar gommunion, e veze henvel ouz eunn eal. Hiniennou a rea goab anezhi hag he hanve ar Seurik ; mes hiniennou all ive a zave ganthi. Abarz ar fin Doue a roaz da anaout d’ann holl santelez he zervicherez.
Eunn devez m’oa eat Jermana da ziouall ann denved hervez he c’hustumm, he les-vamm a redaz var he lerc’h, drouk ennhi hag ar vaz enn he dorn. « — Petra zo a nevez ’ta ? » a c’houlennaz outhi daou zen a gavaz var he hent. « — Petra zo a nevez ? emezhi ; va les-verc’h e deuz adarre kuzet bara enn he zavancher da rei d’ar paour. » Ann daou zen-ze a ieaz betek Jermana asambles gant he les-vamm evit difenn ar verc’h keaz mar bije red ; rak truez o doa outhi. Hogen, Jermana a ioa o neza, ha setu he les-vamm o vont da zispaka he zavancher, a ioa tronset gant-hi. Kerkent, o burzud ! e leac’h bara, e oue guelet bokedou kaer ha skeduz o koueza euz ann tavancher-ze, hag ann dra-ma a ioa e kreiz ar goanv!...
Heb dale ne oue ken brud e Pibrak ha tro var dro nemed euz a virakl ar bokedou, ha divar neuze Jermana ne oue hanvet mui nemed ar Zantez. Lorans Kousin, o veza klevet menek euz ar pez a ioa erruet, a ziskleriaz grons d’he c’hreg e felle d’ezhan hiviziken e vije great kement a stad euz he verc’h kosa hag euz he vugale all. Mes Jermana a lavaraz d’he zad oa guell ganthi mont ato da gousket el leac’h ma veze kent. Eno, var he c’huchenn geuneud seac’h, e oue kavet maro eur vintinvez d’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent : ar mouzc’hoarz a ioa c’hoaz var he muzellou, hag he daouarn a ioa e kroaz var he stomok. Ar miraklou braz, hag eleiz anezho, a zo c’hoarvezet var he bez, o deuz great d’ar pab Pi Nao he lakaat e renk ar Zent er bloaz 1867.
Nag a vugale a zo c’hoaz hirio hag a vez great goall vuez d’ezho gant ho les-tad pe ho les-vamm ! Ar re-ma a dlefe gouzout goulskoude e kouezint abred pe zivezad etre daouarn Justis Doue, ha mar bezont bet didruez e kenver ar vugale m’oant karget da zevel, Justis Doue a vezo ive d’he zro didruez enn ho c’henver. Al les-tad pe al les-vamm a ouie oa bugale enn ti. O veza eta kemeret ar beac’h gant ho guiziegez e tlient hen dougen a volontez vad.
ann-Fransez a ioa ganet enn eskopti Narboonn e Frans
er bloaz 1597. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa
glevaz he vamm eunn deiz o lavaret hano euz a boaniou ann ifern, hag ann dra-ze a skoaz eunn taol pounner enn
he galoun. Divar neuze ne zonjaz nemed d’en em ziouall
diouz ar pec’hed evit ma c’hellje mont d’ar baradoz. He
vrasa plijadur oa pedi Doue, hag eunn devosion dener
en doa ive evit ar Verc’hez Vari.
D’ann oad a drivac’h vloaz e kouezaz goall glanv, ha pa oue pare, e reaz eur retred evit anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhan gant Doue. Er bloaz varlerc’h e c’houlennaz beza resevet enn Urs ann Tadou Jezuisted, ha kerkent e oue remerket etouez ar re all evel eur skouer a humilite, a zentidigez hag a bep seurt vertuziou. P’en devoue great he veuiou, e oue kaset da Gahors, ha goudeze da Dournon, da achui he studi. Hogen eno oa dija ker brudet dre he zantelez ma lavaret anezhan pa veze guelet o vont gant ar ruiou : « — Sell, setu ahont Eal ar skolach. »
Iann-Fransez o veza bet beleget en em daolaz holl da labourat evit silvidigez ann eneou. Epad dek vloaz dioc’htu e roaz misionou er Vivare, er Vele hag er Forez, ha ne c’houfe den lavaret pegement a heretiked a c’hounezaz evelse d’ar feiz katholik, na pegement a bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Ar goanv a dremene var ar meaz, hag ann hanv er c’heariou. Dalc’h-mad e veze o redet varlerc’h ann denved dianket. Var ar meaz ez ea d’ho c’hlask er c’hoajou ha var ar meneziou, dre ar glao hag ann erc’h, hag a dreuz ar steriou, ar poullou dour hag ar c’herrek goloet a zrez hag a spern. Er c’heariou, e klaske anezho enn hospitaliou, er prizouniou, var ar plasennou ha betek enn ho ziez.
Bez’en devoue kalz da c’houzanv euz a berz ann heretiked hag ann dud fall ; mes pardouni a rea d’ezho a greiz kaloun. Eunn droiad, unan bennag a oue fallakr aoualc’h evit rei eunn taol dorn d’ezhan var he voc’h. « — Bennoz Doue d’ehoc’h ! eme ar Zant; ma’c’h anavezfac’h ac’hanon, e velfac’h e veritann goasoc’h c’hoaz. » Eunn droiad all, tri zen iaouank direol a ioa ouz he c’hortoz var ann hent evit he laza. Iann-Fransez a ieaz d’ho c’haout, hag a gomzaz outho evelhenn : « — Petra ! me zo prest da skuill va goad evit savetei hoc’h eneou, ha c’houi a fell d’ehoc’h en em zaoni o lamet va buez diganen ! » Ann tri zen iaouank a jomaz mantret o klevet ar c’homzou-ze. Neuze ar Zant ho briataz evel eunn tad tener, hag ho aliaz stard d’en em unani gant Doue. Kovez a rejont ganthan ho zri, hag hiviziken e ouent tud iaouank fur hag a skouer vad.
Petra bennag ma’z oa dous ha chentil e kenver ar re all, Iann-Fransez a ioa bepred rust enn he genver he-unan. Ne ehane da gastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Dougen a rea ato eur c’houriz reun ha chadennou houarn, ha ne gouske nemed var eur plankenn pe var ann douar noaz. Ne eve morse a vin, ha ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhan da vervel gant ann naoun.
He garantez evit ar beorien a ioa ker braz ma’z ea he-unan da glask ann aluzenn evitho. A benn diou vech ive e risklaz he vuez evit mont var dro ar re a ioa klanv gant ar vosenn. Mes ann dra-ze c’hoaz ne d-eo netra e skoaz ar garantez en doa evit Doue. Lavaret a c’heller gant guirionez ne veve nemed evit Doue, ne gomze nemed euz a Zoue, ne zonje nemed e Doue. Pa veze oc’h offerenna ouz ann aoter, he galoun a verve kement gant tan ar garantez-se ma’z ea ann dommder anezhi betek kalounou ar re all, ha m’ho lakea ive da virvi.
Doue a rekoumpansaz he zervicher oc’h ober eur mirakl kaer enn he genver. Eunn devez, en devoue eul lamm o pignat var eur menez, hag e torraz he c’har. Goudeze e reaz c’hoaz diou leo var bouez eur vaz, ha pa erruaz e penn he veach, ez eaz d’ann iliz da govez. Pa oue echu ganthan, e tiskouezaz he c’har, ha ne oa mui anat oa bet torret : pare neat oa.
Erfin, o veza kouezet klanv enn eur bourg a eskopti Vienn, ar zant-ma a lavaraz d’he goumpagnoun : « — Na me zo euruz, va breur ! Setu Jezuz ha Mari o tont d’am c’herc’hat evit va c’has gantho d’ar baradoz ! » Prest goude e varvaz e peoc’h d’ann deiz diveza euz ar
bloaz 1640, epad m’edo o ren he bevar bloaz ha daou-ugent.
Sant Iann-Fransez Rejis a reaz eur retred evit anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhan gant Doue. Setu aze petra dlefac’h da ober ive, tud iaouank, abarz en em staga dre eul liamm ha n’euz nemed ar maro hag a c’hellfe he derri. It d’ar retred da c’houlenn kuzul ha sikour digant Doue. Eno Doue a roio sklerijenn d’ho spered ha nerz d’ho kaloun, ha mar d-eo he volontez e chomfac’h er bed, e tesko d’ehoc’h er memes amzer ann tu d’en em zantifia dre ar grasou braz a zalc’h prest evidhoc’h e sakramant ar Briedelez.
r zant-ma a ioa ganet e maner Lanrioull e Guitevede,
teir leo dioc’h Kastell. He dad hag he vamm a ioa
ho daou tud a zoujans Doue. Ne oa nemed pemp bloaz
pa varvaz he dad ; mes Rivanon, he vamm, ne espernaz
netra evit rei d’ezhan eur gelennadurez kristen. Ar
paotrik keaz a ioa ganet dall ; mes mard-oa serret daoulagad
he gorf, daoulagad he spered a ioa digor mad, e
teske ar pez a garie, ha var a gounter, d’ann oad a zeiz
vloaz e c’houie dija dindan evor levr ar zalmou hag ann
himmou a vez kanet enn iliz.
E tro ar mareou-ze. Doue a reaz meur a virakl enn he genver, hag ann dra-ma a ziskouez peger santel oa dija enn he vugaleach. O veza m’oa dall, e renke kaout unan bennag d’he ren dre ann dorn, hag ann hini a ioa karget euz ann dra-ze a ioa he hano Guiharan. Eunn devez eta m’edo o vont da bourmen gant hema, eur vandenn haillouned a reaz goab anezhan, enn eur lavaret : « — Ma’z ez-te, Dallik ? Ma’z ez-te, Dallik ? »
Ar prophet Elisee guech all, o klevet bugale o krial Moalik varnhan abalamour m’oa disto he benn, enn devoa galvet loaned gouez da zont varnho euz a eur c’hoat a ioa e kichen. Herve ne reaz ket evelse d’ar re a lavare Dallik d’ezhan ; mes goulenn a eure digant Doue ne c’helljent mui kreski, ha Doue a zelaouaz he bedenn : ar vugale-ze a jomaz ato bihan evel korriked.
Goude beza bet kelennet mad gant he vamm, Herve a oue kaset c’hoaz d’ar skol gant eur manac’h santel, he hano Marchian. Chom a reaz seiz vloaz gant ar manac’h-se, ha dont a eure da veza ken habil var ar c’han ha var ar grammer ma’z oa treac’h d’ann holl skolaerien all. Goudeze ez eaz da gaout sant Ulfol, he eontr, a ioa oc’h ober he ermitach enn eunn tu bennag e Leon.
Sant Ulfol a lavaraz d’ezhan: « — Ho mamm a zo klanv ; mes arabad e d’ehoc’h finval ac’hann evit ann dra-ze, p’e guir oc’h euz kement a ziezamant o vale. Me zo o vont d’he guelet da genta, ha dioc’h ma vezo, me deui d’ho kerc’hat ama. Da c’hortoz, achuit al labour a zo da ober var dro va ermitach. »
Sant Ulfol en doa eunn azenn evit ober he labour. Mes eunn devez m’edo Herve o pedi er chapel, ann azenn-ze a oue taget ha debret gant ar bleiz, kaer en doa Guiharan krial var hema. Herve a deuaz er meaz euz ar chapel da c’houlenn petra ioa a nevez ; Guiharan a gountaz d’ezhan, hag ar Zant a zistroaz da bedi. Kerkent, setu ar bleiz a benn herr d’ar chapel, a ioa chomet digor. « — Diouallit! eme Viharan da Herve, ema ar bleiz o vont d’ehoc’h. » « — N’e ket c’hoant ober drouk eo en deuz, eme ar Zant, c’hoant ober vad eo. Krogit ennhan ha stargnit, anezhan e plas ann azenn evit ma raparo ar gaou en deuz great ouz va eontr. » Guiharan a zentaz, hag ar bleiz a lezaz he stargna hag a reaz hiviziken labour ann azenn.
Prest goude, e teuaz sant Ulfol da gerc’hat Herve da
vont da gaout he vamm. Houma a ioa dija dare da vervel.
Ar Zant en devoue ann eur da reseo he bennoz hag
he huanad diveza, ha goudeze e chomaz eur pennad mad
el leac’h m’oa bet enterret, da lavaret eo, e Lanhouarne.
Eno e veze noz-deiz o pedi var bez he vamm, hag e rea
skol d’ar vugale divar dro. Mes ar respet hag ann istim
o doa ann holl evithan abalamour d’he zantelez ha d’he
viraklou a reaz d’ezhan kaout c’hoant d’en em denna
enn eur plas all.
O veza klevfet oa maro sant Ulfol, ez eaz da genta da vizita bez he eontr, hag ac’hano e skoaz da Gastell. Sant Hoardon, eskop ar gear-ma, a roaz d’ezhan ann donzur zantel hag ann Ursiou munud betek ann hini a ro ar c’halloud da gas ann diaoul euz a gorfou ann dud. Neuze en devoue urs digant eunn eal d’en em lakaat adarre enn hent ha da vale etrezek ar Zao-Heol ken na vije lavaret d’ezhan a benn diou vech chom a za. O veza erruet enn eur parkad ed, ec’h azezaz da ziskuiza, ha setu raktal eur vouez o tont euz ann env, hag ar vouez-ma a lavare : « — Chomit aze, chomit aze ! » Herve ne d-eaz ket larkoc’h eta, hag er park-se zoken, e plas ann ed, e savaz eur gouent pe eunn ermitach nevez gant sikour eunn den euz ar vro ha gant ann aluzennou a zastumaz e Kerne ; rag mont a eure ive da ober eur gest e Kerne.
Ar Zant a dremenaz ann nemorant euz he vuez er gouent pe enn ermitach-se, dianavezet gant ann dud, mes anavezet mad gant Doue. Eno e varvaz leun a veritou e tro ar bloaz 566, goude beza bet he zakramanchou diveza digant eskop Leon. He gorf a oue enterret el leac’h m’edo dija bez he vamm, hag el leac’h m’ema hirio iliz Lanhouarne.
Mar d-oc’h ganet divac’hagn, trugarekait Doue evit ar c’hras-se ; mes ne d-it morse da ober goab euz ar re n’int ket ken euruz ha c’houi. Doue eo en deuz lakeat ar re-ma er stad m’emaint, ha rak-se ober goab anezho a ve ober goab euz a Zoue he-unan, hag en em riskla da veza skoet gant he justis evel ann haillouned a reaz Moalik euz ar prophet Elizee guech all hag ar re a reaz Dallik euz a zant Herve.
ark ha Marsellian a ioa daou vreur o chom e Rom,
dimezet ho daou, ha bugale d’ezho. Ho zad hag ho
mamm a ioa c’hoaz paianed, hag ho friejou a ioa ive paianezed ho diou ; mes hi a ioa kristenien leun a feiz,
hag abalamour da ze e ouent prizouniet dre urs ar prefet
Kromaz, bourrevet e meur a feson hag erfin koundaonet
d’ar maro. Goulskoude ho zad a obtenaz ma vije
gortozet eur miz abarz ho dibenna ; esper en doa, emezhan,
da ober d’ezho adori ann idolou epad ann am-zer-ze.
Ho mamm eo a eseaz da genta lakaat anezho da nac’h ho feiz. Dont a reaz d’ar prizoun, liou ann dizesper var he zal hag he bleo guenn dispak var he diouskoaz. Enn eur dostaat ouz ann daou vreur, e rogaz he zae var he stomok, hag e tiskouezaz d’ezho poull he c’haloun enn eur lavaret : « — Setu aze ar galoun e deuz ho maget, ar galoun m’oc’h bet kousket varnhi ken aliez a vech enn ho pugaleach. Te, Mark, eo az poa ar muia karantez evidon, ha te, Marsellian, ar muia doujans. Ah! mamm reuzeudik ma’z ounn, koll a rann va daou vab, hag hi ho-unan a zo kaoz euz ho maro! »
Kerkent ec’h erruaz ive ho zad, douget var divreac’h he zervicherien ; rak klanv oa. He benn, guenn evel eur sin, a ioa goloet a boultrenn. « — Va bugale, emezhan d’ann daou vreur, deuet ounn da lavaret kenavo d’ehoc’h p’e guir oc’h euz c’hoant da vervel. Evelse eta, tad paour ma’z ounn, ar pez am boa lakeat a gostez evit va liena va-unan a zervicho d’ho liena-c’houi! O va bugale ger, o c’houi a zo koustet kement a boan d’inn da zevel ha da skolia, hag a rea goudeze va joa dre ho spered hag ho teskadurez, petra en deuz great d’ehoc’h beza ken diskiant enn eunn taol kount ha karet kement ar maro ? »
Ho friejou a deuaz erfin d’ho zro, ho bugaligou gantho etre ho divreac’h : « — Siouaz! emezho, piou a vezo mestr var ar vugale-ma hiviziken ? Ha ni, piou a renkimp-ni da zervicha ? Hag ho tiez, etre daouarn piou e kouezint ? Daoust ha c’houi a vezo kriz ha dinatur aoualc’h evit ober fae var daelou ho tad hag ho mamm, var daelou ho kragez hag ho pugale, ha mont hoc’h-unan da astenn ho kouzoug d’ar bourreo ? »
O klevet ar c’homzou-ze, hag o klevet er memes amzer ar prizoun o tregarni gant hirvoud ha gouelvan ho zad hag ho mamm ; ho friejou hag ho bugale, Mark ha Marsellian o doa beac’h oc’h herzel mui hag ho c’haloun a venne mankout. Mes sant Sebastian a ioa eno, hag ar zant-ma a roaz d’ezho eunn nerz nevez. « — Soudarded Jezuz-Krist, emezhan, sonjit er gurunenn gaer a zo ouz ho kortoz enn env, ha ne d-it ket da drei kein d’ar baradoz dre druez ha dre garantez evit ho tud. Ah! ma anavezfe ar re-ma ar virionez egiz m’he anavezit, e leac’h lenva, dridal gant ar joa eo a rafent hirio. Hi a gred n’euz netra goude ar maro ; mes ma c’houfent ez euz eur vuez all goude houma, me zo sur e rafent ive kement a zo enn ho galloud evit meritout ar vuez-se. »
Ar pez a lavare sant Sebastian a ioa guir. Tad, mamm, gragez ha bugale Mark ha Marsellian, o veza bet kelennet gant ar zant-se var ar relijion gristen, a zigoraz ho daoulagad da sklerijenn ar feiz. Dre ar miraklou a rea, Sebastian a lakeaz ive mestr ha mestrez ann ti, a zerviche da brizoun d’ann daou vreur, ha betek zoken ar prefet Kromaz, da zilezel servich ann doueou faoz. Neuze Kromaz, deuet da veza kristen, a lezaz Mark ha Marsellian da zistrei d’ar gear.
Mes prest goude e oue kroget ennho adarre dre urs ar
prefet Fabian, a ioa bet hanvet e plas Kromaz, hag enn
dro-ma e ouent staget ouz eur vezenn var bouez tachou
hirr ha lemm sanket enn ho zreid. Ar prefet a lavaraz
d’ezho : « — Chom a reot evelse ken n’o pezo kinniget
ezans d’ann idolou. » Mes, e leac’h respount, hi en em
lakeaz da gana ar zalm : « Ecce guam bonum et quam
jucundum habitare fratres in unum ! Pegen dous ha
pegen dudiuz eo evit breudeur beza evelhenn asambles! »
A benn peder heur var’nn ugent goude, Fabian
a roaz urs da dreuzi ho c’hostez gant eunn taol
lans, ha dre ar gouli a reaz ann taol lans-ma ho eneou a
nijaz rak ehun d’ar baradoz. Ho merzerenti a erruas e
tro ar bloaz 286.
Tad, mamm ha gragez ann daou zant-ma ne espernjont netra evit ober d’ezho adori ann doueou faos ; mes ann daou vreur kalounek, kennerzet gant sant Sebastian, a jomaz bepred stard enn ho feiz. Pegement a dud siouaz! a ia a enep ho c’houstians hag a verz ho ene dre eunn doujans pe eur garantez milliget, gant aoun da zisplijout d’ho c’herent, da eur mestr pe da eur mignoun! Eur c’hristen ne dle anaout na kar, na mignoun, na tad, na mamm, pa c’houlenner diganthan eunn dra bennag kountrol da lezenn Doue : he zever eo neuze senti ouz Doue heb ober van ebed evit klevet ann dud.
uliana ioa ganet e kear Florans enn Itali, hag a roaz
a-vihanik merkou kaer euz he zantelez da zont. Ar
c’homzou kenta a deuaz euz he ginou a oue ann hanoiou
benniget a Jezuz hag a Vari hag o velet pegen devot oa
enn he bugaleach, ann den euruz Aleksis Falkonieri, he
eontr, a lavaraz eunn deiz d’he mamm : « — N’e ket eur
verc’h eo oc’h euz lakeat er bed, roes eunn eal. »
Evit guir, kement a aoun e devoa rak ar pec’hed ma’z oa
aoualc’h lavaret ar ger-ze dirazhi evit he lakaat da skrija,
hag eunn draoiad e oue dare d’ezhi sempla o klevet hano
euz eunn torfed braz.
He mamm a skandale anezhi avechou abalamour m’oa re droet var ann devosion. « — Evidod-te, a lavare he mamm, ne gavi goaz ebed. » « — Ar Verc’hez bourveo, » a respounte Juliana. Evit ac’hano, n’e ket c’hoant dimezi e devoa ar Zantez, mes c’hoant en em voestla holl da Zoue. Pell a ioa e devoa choazet he fried, hag ar pried-ma oa Jezuz, ar mignoun a jom ato fidel hed ar vuez ha goude ar maro. Evit diskouez eta ar fae a rea var fortuniou ar bed, e viskaz sae Trede-Urs ann Tadou Servited kerkent ha ma oue krog enn e c’houezek vloaz. Hi a oue ar genta a ieaz enn Trede-Urs-se ; mes heb dale eur maread merc’hed all a gemeraz skouer diouthi, hag he mamm zoken a oue unan anezho.
Juliana a oue lakeat da zuperiorez var ann holl verc’hed-se, hag a reaz evitho lezennou leun a furnez. Sant Philipp Benizi, ann hini en doa savet Urs ann Tadou Servited, a anaie ker mad he mirit ma falvezaz d’ezhan araok mervel he c’harga euz a c’houarnamant ann Urs enn he bez. Mes seul-vui ma veze great henor d’ezhi, seul humploc’h a ze e teue da veza. Petra bennag m’oa superiorez, e klaske ato en em lakaat izeloc’h eged ar re all ; ho zervicha a rea enn traou distera, hag evel eur vamm oa evitho.
Evel ar Zent holl, Juliana a ioa aketuz d’ar bedenn. Eunn darn vraz euz ann deiz hag euz ann noz a dremene o vedita, hag aliez-aliez e veze douget a spered betek ann env. Ann nemorant euz he amzer a implije oc’h unani ar re a veze savet kasouni entrezho, oc’h alia ar bec’herien da zistrei ouz Doue, ha dreist holl, oc’h entent ouz ar re glanv ; meur a vech e pareaz gouliou ar re-ma o staga he muzellou outho.
Petra bennag m’e devoa miret ato sae venn he badiziant, ne ehane da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. Kousket a rea bepred var ann douar noaz ; da zadorn, e iune divar bara ha dour, hag epad daou zevez all euz ar zizun, e veve divar ar gommunion hebken.
He stomok a ieaz da fall oc’h ober kement-se a binijenn, ha var fin he buez ne c’helle mui delc’her tamm boued ebed. Mes ar Zantez a veze ato laouen e kreiz ar goaskadennou skrijuz e deveze gant he c’hlenved. Eunn dra evelato a rea poan d’ezhi : diez oa he spered abalamour ne c’helle ket kommunia, o veza ma renke teuler kement tra a gemere. Mes Jezuz en devoue truez outhi, hag en em roaz d’ezhi enn eur feson mirakuluz.
Juliana a bedaz ar belek a veze var he zro da zigas da vihana ann Aotrou Doue d’he c’hambr ha d’hen tostaat ouz he c’haloun, p’e guir n’oa ket evit reseo anezhan enn he ginou. Ar belek a zentaz ; mes o burzud ! p’edo o tostaat ann hosti konsakret ouz kaloun ar Zantez, ann hosti-ze a dec’haz euz he zorn heb beza guelet gant den, ha raktal Juliana a laoskaz he huanad diveza enn eur ober eur mouzc’hoarz henvel oc’h hini ann elez. He maro euruz a erruaz er bloaz 1340. Pa’z ejot da liena he c’horf, e oue kavet roud ann hosti enn he c’hostez kleiz ha varnhan imach hor Zalver stag ouz ar groaz.
Ma tigouesfe ganehoc’h beza skoet, evel ar zantez-ma, gant eur c’hlenved hag a virfe ouzhoc’h da gommunia, diskouezit ive da Zoue ar boan a ra ann dra-ze d’ehoc’h. Livirit d’ezhan euz a greiz ho kaloun : « — O va Doue, ho reseo eur vech c’hoaz abarz mervel a zo eur c’hras ker kaer ma’z ounn glac’haret-holl abalamour ne c’hellann ket kaout ar c’hras-se. Da vihana, o va Jezuz, kemerit va c’hoant evit eur merk anat euz va feiz, euz va esperans hag euz va c’harantez. » Ma ne ra ket Doue eur mirakl enn ho kenver evel a reaz e kenver santez Juliana, da vihana e rekoumpanso ho c’hoant enn eur rei d’ehoc’h ann holl grasou m’o pezo ezomm anezho var ho tremenvan.
r zant-ma a ioa ganet e kostez Napl enn Itali, hag a oue
choazet evit pab goude maro sant Agapet. Hogen,
sant Agapet en doa lamet he garg digant Anthim,
eskop Konstantinopl, abalamour m’oa heretik, hag ann
impalaerez Theodora a falvezaz d’ezhi lakaat Silver da
derri ar zetans-se ; rak hi a ioa ive troet gant ann heretiked.
Mes ar pab nevez a jomaz stard enn he zever, hag
a respountaz grons ne c’helle ket ober ar pez a c’houlennet
diganthan. « — Mad zo great, emezhan, o koundaoni
Anthim, ha red oa zoken he goundaoni evit diarbenn
he fals kredennou ha miret outho d’en em skigna. »
Ann impalaerez a ieaz enn egar pa glevaz petra en doa respountet ar pab, ha setu hi ha kemenn d’ar jeneral Belizer, a ioa enn Itali d’ann ampoent, kas Silver kuit euz a Rom, ha lakaat henvel eunn all enn he blas. Petra bennag m’oa den a arme, Belizer en doa eunn tammik relijion hag a zamante oc’h ober ar pez a ioa merket d’ezhan, Senti a eure goulskoude abarz ar fin, enn eur lavaret n’e ket hen a respountche dirak Doue, mes ann hini e devoa roet ann urs.
Ar jeneral eta, o veza galvet Silver da vont d’he gaout, a lakeaz guiska d’ezhan dillad eur manac’h, ha goudeze e reaz he gas da gear Patar enn Azii. Antronoz ec’h asamblaz ann dud a iliz euz a Rom evit choaz eur pab all enn he leac’h.
Eskop Patar a resevaz Silver gant ar respet hag ann henor a ioa dleet da vikel Jezuz-Krist var ann douar. Mes ann dra-ze zoken ne oue ket aoualc’h evithan. Mont a reaz he-unan da Gonstantinopl da gaout ann impalaer Justinian, ha komz a eure outhan gant eunn hardisegez santel. « — Prins, emezhan, diouallit rak justis Doue, hag hastit rapari ar skouer fall oc’h euz roet. O pet sonj e c’hell beza meur a roue er bed, mes n’ez euz ha ne c’hell beza nemed eur pab enn Iliz katholik. »
Justinian a ordrenaz raktal kas Silver da Rom enn dro. Mes a veac’h oa erruet ma oue lakeat adarre gant Belizer etre daouarn he enebourien, hag ar re-ma her c’hasaz kuit evit ann eil guech, hag hen taolaz enn eunn enezenn a ioa tost d’ann Itali, el leac’h n’oa den ebed o chom.
Ac’hano e skrivaz da eunn eskop, a ioa Amator he hano : « — N’em euz ama da zibri nemed bara ar boan ha nemed dour ann anken da eva ; mes evit kemen-se ne ankounac’haan ket va dever. »
Silver a asamblaz eno ann eskibien divar dro, hag er c’honsil-se e oue eskummunuget ann hini a ioa bet hanvet da bap enn he blas, ha douget meur a lezenn evit mad ar relijion hag ann Iliz.
Ann holl eskibien all a skrivaz ive d’ar Zant evit he gonzoli, ha diskouez edont bepred a-unan ganthan : ann eskop Amator zoken a gasaz d’ezhan daou c’hant skoed. Mes Silver ne vevaz ket pell enn enezenn-ze.
A benn bloaz, e varvaz gant ann naoun hag ann dienez, var a lavar lod, ha var a lavar lod all, e oue lakeat d’ar maro dre urs Antonina, greg Belizer, d’ann 20 a viz even euz ar bloaz 538. Doue a ziskleriaz he zantelez dre ann niver braz a viraklou a c’hoarvezaz var he vez.
Ar jeneral Belizer, ann hini a gasaz ar pab santel Silver euz a Rom evit senti ouz ann impalaerez Theodora, hag hen lakeaz adarre etre daouarn he enebourien pa oue digaset enn dro dre urs ann impalaer Justinian, a oue skoet er bed-ma zoken gant dorn ann Aotrou Doue. Dont a eure da veza paour ha dall, ha n’en doa mui nemed ann aluzenn evit beva. Enn hon amzer-ni, ar re goz o deuz guelet ive Napoleon Kenta, goude beza dalc’het Pi VII prizounier epad pemp bloaz ha beza lamet diganthan he dammik rouantelez, o renkout kuitaat he hini d’he dro evit mont da vervel pell-pell var eur garrek e kreiz ar mor braz. Ha ni on euz guelet goudeze Napoleon Trede, ar penn-kaoz ma ne oue lezet gant Pi IX nemed he balez evit servichout d’ezhan da brizoun, great he-unan prizounier gant ar Prusianed heb esper ebed mui da zistrei e Frans evel impalaer. Setu aze petra c’hounezer o klask didroni ar pabed !
oiz Gonzag a ioa ganet enn Itali er bloaz 1568. He
dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel, mes tud
a relijion oant ive. Kenta tra a zeskaz he vamm d’ezhan
a oue ober sin ar groaz, lavaret ann hanoiou santel a
Jezuz hag a Vari, karet Doue euz a greiz he galoun ha
kaout aoun rak ar pec’hed. Dont a reaz evelse da veza
ken devot enn he vugaleach ma veze guelet aliez oc’h
en em denna a gostez da lavaret he Bater enn eur c’horn
tro bennag.
Ne oa c’hoaz nemed pevar pe bemp bloaz pa’z eaz gant he dad da Gazal, el leac’h ma’z oa eur maread soudarded. Hogen, o klevet al leou-douet hag ar blasfemmou a laoske ar re-ma, ec’h en em lakeaz ive da ober eveldho. Ar paotrik keaz ne c’houie ket petra lavare, ha rak-se n’en doa ket a bec’hed. Goulskoude en devoue kement a geuz d’ann dra-ze ma ne ehanaz betek he varo da c’houlenn pardoun digant Doue abalamour m’oa bet ken direspet e kenver he hano santel hag adorabl.
D’ann oad a nao bloaz e reaz veu a jastete dirak aoter ar Verc’hez e Florans, ha Doue hen rekoumpansaz raktal o rei d’ezhan eur c’hras dreist-ordinal : hiviziken ne oue mui tentet a enep ar vertuz gaer-se e feson ebed. Mes ive nag hen a ioa aketuz da veilla bepred var he holl skianchou ! O veza e palez roue Spagn, en devoue tro epad meur a vloaz dioc’htu da zaludi ann impalaerez Mari, bemdez kouls lavaret ; mad, biskoaz ne zavaz he zaoulagad da zellet ouz ar brinsez-se : n’ho zave ket zoken da zellet ouz he vamm. Abalamour da ze ann holl a lavare pa veze menek anezhan : « — Hennez n’e ket eunn den eo, hennez zo eunn eal. »
Ouspenn ma veze ato var evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed, Loiz a gastize c’hoaz he gorf dre ar rusta pinijennou. Teir guech bemdez peurvuia e kemere ar fouet ganthan, ha teir guech er zizun e iune divar bara ha dour. Eur guele blod en devoa ; mes lakaat a eure ennhan dre guz tammou podou torret evit na vije ket ken ebat chom ebarz. Tremen a rea eunn darn vraz euz ann noz o vedita, var bennou he zaoulin, hag enn deiz e tremene adarre teir, peder, pemp heur evelse heb flach ; epad ann amzer-ze he spered a veze evel beuzet-holl e Doue.
Araok ober he bask kenta, en doa bet ann eur da velet sant Charles Borromee, hag ar zant-ma en devoa lavaret d’ezhan hasta buan en em lakaat e stad da reseo he Zoue, ha kendelc’her goudeze da gommunia aliesa ma c’hellje. Loiz ne ankounac’heaz morse ann ali-ze, hag a gommunie ato da nebeuta eur vech er zizun. Ann tri devez araok a implije o lakaat he galoun e stad da zigemeret Jezuz enn eur feson deread, hag ann tri devez varlerc’h o trugarekaat he Zalver evit ar vadelez en doa bet da zont daved eur pec’her paour eveldhan. He zevosion evit sakramant ann aoter a ioa ker braz ma n’oa ket evit miret da vouela bep vech ma kleve ann offerenn, dreist holl goude ar gorreou.
Ar zant-ma en doa c’hoant, pell a ioa, da guitaat ar bed ; mes he dad ne roe ket a gounje d’ezhan. Abarz ar fin evelato e oue lezet da ober he volontez, ha setu hen dioc’htu enn Urs ann Tadou Jezuisted. Eno ec’h en em gavaz evel er baradoz, hag e oue mui eget biskoaz eunn eal a vodesti hag eur skouer a humilite hag a zentidigez. Aoun en deveze ato da vankout d’ann distera poent euz a reolenn he Urs. Bez’e oue ive eunn eal a beoc’h evit he gerent. Etre he vreur hag eunn eontr d’ezhan ez oa savet trouz ha kasouni divar benn eunn heritach ; mes Loiz, o veza eat d’ho guelet, a lakeaz anezho da veza mignouned adarre evel kent.
Prest goude e pakaz he varo oc’h entent ouz ar re glanv enn hospital ; rak eur blijadur oa evithan beza var dro ar re glanv. Doue a roaz da anaout d’ezhan pe da zeiz e varvche, ha kerkent e kanaz ann Te Deum. D’ann deiz merket e resevaz he zakramanchou diveza, ha goudeze e lavaraz d’he zuperior : « — Emaomp o vont, va Zad. » « — Da be leac’h? » eme ar superior. « — D’ann env, » eme ar Zant. Tremen a eure sioulik d’ann 21 a viz even euz ar bloaz 1591, oajet a dri bloaz var’nn ugent, tri miz hag unnek devez. N’oa ket c’hoaz c’houec’h vloaz abaoue m’edo enn Urs ann Tadou Jezuisted. Ne oa ket c’hoaz belek ken nebeut, nag abostoler zoken : n’en doa resevet nemed ann Ursiou munud.
Ar pab Beneat XIII, goude beza lakeat Loiz Gonzag e renk ar
Zent, en deuz roet anezhan evit patroun hag evit skouer d’ann holl dud
iaouank. Pedit-hen eta d’ho sikour da ren enn ho iaouankiz eur vuez
ur evel he hini, hag evit kement-se bezit fidel eveldhan
da veilla bepred var hoc’h holl skianchou, da dec’het dioc’h ar c’houmpagnunieziou
danjeruz, ha da lakaat ho poan da ziarbenn dioc’htu ha da
drec’hi ann ioulou fall euz ho korf. Evit terri nerz ho kual dechou, grit,
evel sant Loiz, brezell d’ho korf, ha n’o pezet ket aoun rak ar binijen.
r zant-ma a ioa ganet e Bourdel, er bloaz 353, a dud
pinvidik hag a lignez huel : he dad a ioa gouarner e
Frans evit impalaer Rom. O veza great he studi gant eur
mestr habil euz ann amzer-ze, e teuaz he-unan da veza
ker brudet dre he spered hag he zeskadurez ma oue
galvet d’ar c’hargou henorapla gant ann impalaered.
Etre daou, e timezaz da eur Spagnolez, hag houma a
zigasaz d’ezhan c’hoaz madou braz enn argoulou.
Paolin a vevaz pemzek vloaz evelse e kreiz ar c’hloar hag ann danvez, istimet ha karet gant ann holl. Mes Doue a roaz d’ezhan da goumpren ne oa ar c’hloar hag ann danvez-se nemed avel ha moged, ha setu hen hag ober he zonj da lavaret kenavo d’ezho evit labourat hebken da zavetei he ene ha da c’hounit ar baradoz. He c’hreg e devoue kalz plijadur pa glevaz petra en doa lakeat enn he spered ; rak eur vaouez devot oa ive. En em glevet a rejont eta ho daou da veva hiviziken evel breur ha c’hoar ha disparti ann eil diouz egile. Neuze Paolin a verzaz kement tamm douar ha kement tamm leve en doa e Spagn hag e Frans evit rei ann arc’hant d’ar paour, ha goudeze ez eaz da ober he ermitach da gichen kear Nool enn Itali, var bez sant Felis ; rak hed ar vech en doa bet eunn devosion vraz evit ar zant-ma.
Goulskoude tud ar bed a gavaz abeg ennhan pa glevchont petra en doa great ; mes guir zervicherien Doue, evel sant Ambroaz, sant Aogustin, sant Jerom ha sant Martin, a roaz meuleudi d’ezhan. Evithan ne rea ket a fors petra vije lavaret. Ne glaske nemed beza dianavezet hag ankounac’heat gant ann dud, ha nen doa ken ioul nemed da dremen ann nemorant euz he vuez o tiouall ar chapel a ioa savet var bez sant Felis. Bep mintin e skube ar chapel-ze he-unan, hag a hent all ec’h implije he holl amzer o pedi hag o vedita, o kempenn he dammik jardin hag o kastiza he gorf dre ar binijenn. Eur c’houriz reun a zouge bepred, hag aliez e iune.
Pemzek vloaz a ioa ma veve Paolin enn ermitach-se pa varvaz eskop Nool, ha raktal e oue choazet evit delc’her he blas ; rak belek oa dija eur pennad a ioa. Hogen, gouarn a eure he eskopti gant karantez eunn tad ha furnez eur pastor eveziant. Kear Nool a oue kemeret gant ar Gothed e tro ar mareou-ze, hag ar Zant he-unan a gouezaz etre ho daouarn. Neuze e reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — Va Doue, ne lezit ket ar baianed-se d’am bourrevi enn esper tenna aour hag arc’hant diganen ; rak c’houi a c’hoar petra eo deuet va danvez da veza. » He bedenn a oue selaouet, hag ar Gothed ne rejont drouk ebed d’ezhan. Mes eur maread tud a oue great skrab enn ho ziez ha rins var ho zraou, e kear ha var ar meaz, ha Paolin en em lakeaz he-unan var ann douar noaz evit sikour ann dud keiz-se.
A benn eunn tachad goude, eunn intanvez paour a deuaz d’he gaout : « — Aotrounn Eskop, emezhi, va mab a zo kaptiv enn Afrik e ti vab-kaer roue ar Vandaled ; enn han’ Doue, roit d’inn eunn dra bennag da baea he ransoun. » « — N’em euz mui netra, eme ar Zant ; mes me ielo va-unan e kaptivite e plas ho mab. » « — Ne d-eot ket avad, eme ann intanvez, ne fell ket d’inn ez afac’h. » « — Eo, eo, eme Baolin, list ac’hanon da vont. » Hag ar Zant d’ann Afrik.
Mab-kaer ar roue a c’houlennaz outhan petra c’houie da ober. « — Labourat ar jardin a c’houzounn, » eme Baolin, ha var ar respount-ma e oue kemeret dioc’htu e plas mab ann intanvez. Abarz nemeur e oue mignoun d’he vestr, hag eunn devez e lavaraz da hema e tlie ar roue mervel heb dale. He vestr o veza kountet ann dra-ze d’he dad-kaer, ar roue a c’halvaz ar Zant da vont d’he gaout, hag a anavezaz oa unan euz ar re en doa guelet dre he gousk o lamet ar fouet euz a dre he zaouarn. Kerkent e sonjaz oa eunn den Doue, hag e roaz urs d’he leusker da zistrei d’he vro, ha da lakaat e liberte asambles ganthan ann holl gaptived a ioa euz he eskopti. Ar roue-ze a varvaz e guirionez prest goude.
Paolin he-unan ne jomaz mui pell var ann douar. Klenver a eure gant ar boan gostez, ha d’ann 22 a viz even euz ar bloaz 431, e roaz e peoc’h he ene d’he grouer, oajet a drivac’h vloaz ha tri-ugent.
Ar poaniou ne reant aoun ebet da zant Paolin. Tenn en divije kavet evelato beza bourrevet evit aour pe arc’hant goude m’en devoa dioueret he holl vadou.
Pa ne jome netra mui ganthan ec’h en em ginnigaz da veza sklavour e plas eunn all. Penaoz e c’hellfac’h-hu riskla ho puez pe ho liberte evit ho nesa, ma ne fell ket d’ehoc’h zoken he zikour enn he baourentez ? Kemerit da vihana skouer dioc’h sant Paolin oc’h ober ato evit ar re all ar pez a garfac’h a ve great evidhoc’h hoc’h-unan ma veac’h enn ho flas.
diltrud a ioa merc’h da eur roue euz a Vro-Zaoz, hag
a oue savet e doujans Doue gant he zud. Ar c’henteliou
hag ann aliou mad a resevaz digantho a zougaz
kement a frouez ma roaz a-vihanik merkou anat euz he
zantelez da zont ; rak dija neuze e rea fae var madou ha
plijadureziou ann douar, ha n’e doa avi nemed ouz gloar
ar Zent hag euruz ded ann env.
Pa oue enn oad da fortunia, e timezaz d’ar prins Tonbercht evit senti ouz he zud ; mes, o veza m’e devo great he zonj da jom bepred guerc’hez, ec’h en em glevaz gant he fried da veva ho daou evel breur ha c’hoar hag a benn tri bloaz goude, ec’h en em dennaz enn eunn enezenn hag a ioa d’ezhi a leve. Eno e renaz epad pemp bloaz eur vuez henvel ouz buez eunn eal. N’e devoa nemed disprij evit traou ar bed, joa oa ganthi ne vije ket sellet outhi, ha ne ehane noz-deiz da gana meuleudiou ann Aotrou Doue.
Etre daou e varvaz ar prins Tonbercht, hag Ediltrud a oue goulennet adarre da bried gant Ejfrid, roue Northumberland. Ar goulenn-ma a oue eunn dra gasauz evithi, rak ne felle ket d’ezhi a briz ebed koll he guerc’hded. Goulskoude, Ejfrid o veza roet he c’her da veva ganthi evel m’en doa bevet ar prins Tonbercht, ar Zantez ne argilaz mui. Dimezi a eure evit ann eil guech pa c’houezaz e c’hellje miret ato he zenzor muia karet.
Goude he eured e tremenaz daouzek vloaz e palez Northumberland, hag epad ann amzer-ze e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou. Mes pell a ioa n’edo ket he spered hag he c’haloun er palez-se. C’hoant mont d’ar gouent e doa, hag abarz ar fin e devoue kounje digant ar roue da heul he c’hoant. Pebez kelou dudiuz evithi pa glevaz e c’hellje erfin treki he guiskamanchou a rouanez oc’h sae dister al leanezed !
Divar neuze Ediltrud ne zougaz mui nemed dillad du ha groz. Iun a rea peurvuia bemdez, nemed eur gouel braz bennag a erruje, pe ne vije ket iac’h aoualc’h, hag ato e klaske en em lakaat er renk izela. O veza bet hanvet da zuperiorez, ne felle d’ezhi diskouez oa ar genta euz ar gouent nemed dre he aked d’ann oberiou a binijenn hag a zevosion. Ne veze fin ebed d’he fedennou, ha goude beza bet enn offis a hanter-noz e chome c’hoaz da bedi betek sao heol.
C’houec’h vloaz a ioa abaoue m’oa karget da c’houarn
he C’hoarezed pa oue taget lod euz ar re-ma gant eur
c’hlenved speguz. Ar Zantez a ententaz outho evel
ma’c’h entent eur vamm ouz he bugale ; mes koueza a
eure klanv he-unan, ha prest goude e varvaz leun a veritou,
d’ann 23 a viz even euz ar bloaz 679. Araok mervel
e devoa difennet ober muioc’h a henor d’ezhi evit
he enterramant eget na veze great d’al leanezed all.
Sentet e oue outhi ; mes, a benn c’houezek vloaz goude,
e oue digoret he bez, hag e oue kavet he c’horf ker
fresk ha pa vije beo. Raktal e oue savet eur volz kaer
var c’horre, ha Doue a ziskleriaz santelez he zervicherez
dre eur maread miraklou.
Santez Ediltrud, rouanez ha diou vech dimezet, a zo chomet ato guerc’hez var ann tron hag er stad a briedelez. Doue en deuz diskouezet a vare da vare ar seurt skoueriou-ze d’ar bed evid rei d’eomp da anaout priz ar guerc’hded, hag ober mez d’ar re a lavar ne c’hellont ket beva chast. Petra ! Setu ama eur brinsez hag a zo chomet guerc’hez a benn diou vech er stad a briedelez, ha c’houi ne c’hellit ket beva chast enn hoc’h hini ! « — N’ounn ket evit va zech, » a leverot marteze. « — N’oc’h ket evit ho tech... ; nann, ac’hanhoc’h hoc’h-unan ; mes, gant sikour gras Doue, n’euz tech fall na goall ioul ebed ha ne c’hellfac’h ket beza treac’h d’ezho, ha gras Doue ne vanko biken d’ehoc’h mar bezit aketuz d’he goulenn egiz ma’z eo dleet. » Evit guir, rouez eo ann dud zo galvet da viret no guerc’hdet e stad ar briedelez. Mes, pa garer Doue a wir galoun, e c’heller diskuez ato ar c’hoant a ve da gaout eunn henvelidigez vrasoc’h gant Jezuz, pried ar guerc’hezed.
nn amzer ar roue Herodes, e veve e kreiz meneziou
ar Judee eur belek santel euz al lezenn goz, he hano
Zakarias. Ar belek-se en doa evit pried eur vaouez a
zoujans Doue eveldhan hanvet Elizabeth. Oajet oant
dija ho daou, ha n’o devoa ket a vugale. Aliez goulskoude
o devoa pedet ann Aotrou Doue da rei d’ezho
eur mab ; mes evit c’hoaz ho fedenn n’oa ket bet selaouet.
Hogen, dont a reaz tro Zakarias da ober ar zervich var dro templ Jerusalem. Eunn devez eta m’edo el leac’h santel oc’h ezansi dirak ann aoter, e oue spountet-holl o velet enn eunn taol kount eunn eal enn he gichen, enn tu deou d’ann aoter. Mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — Arabad e d’ehoc’h kaout aoun, Zakarias ; ho pedenn a zo bet selaouet : ho pried Eiizabeth e devezo eur mab hag a hanvot Iann. Ar mab-se a lakai ho kalon da zridal gant ar joa, hag he c’hinivelez a raio plijadur da galz a dud. Rak eunn den sanlel e vezo, ha lakaat a rai eunn niver braz euz a vugale Israel da zistrei ouz Doue. »
Mes Zakarias, o sonjal peger koz oa he bried hag hen, en devoue beac’h o kredi ar pez a lavaret d’ezhan. Setu perak ann eal a gomzaz outhan evelhenn « — Me eo ann eal Gabriel a vez ato em za dirak tron ann Aotrou Doue, hag em euz bet urs da zont da zigas d’ehoc’h ar c’helou euruz-ma. Mes abalamour n’oc’h euz ket bet a fizians aoualc’h em c’homzou, c’houi a jomo mud brema, ken na zeui da vir ar pez am euz diskleriet. » Var gement-se ann eal a ieaz kuit, ha divar neuze Zakarias a jomaz mud.
Goulskoude ar bobl a ioa ouz he c’hortoz er meaz euz al leac’h santel ; rak n’en doa ket a gounje da vont eno. Souezet oa e taleje keit all ; mes souezetoc’h e oue c’hoaz pa her guelaz erfin o tont enn eur ober sin ne c’helle ket parlant. Koumpren a reaz dioc’htu oa bet lavaret eunn dra bennag d’ezhan a berz Doue.
Pa oue echu he zervich var dro ann templ, Zakarias a zistroaz d’ar gear, hag Elizabeth, he bried, a gonsevaz eur bugel. A benn c’houec’h miz goude, ar Verc’hez Vari a gonsevaz ive Mab Doue dre vertuz ar Spered-Santel, ha raktal ez eaz a dreuz ar meneziou da velet Elizabeth ; rak houma a ioa kiniterv d’ezhi. Hogen, ar c’hrouadur a zouge Elizabeth a reaz eul lamm a joa enn he c’hreiz pa erruaz ar Verc’hez enn he zi, hag al lamm-ze a zinifie oa neteat he ene dioc’h sklabez ar pec’hed orijinel ha karget euz a c’hrasou ar Spered-Santel. Evelse, Iann-Vadezour a oue santifiet, araok m’oa ganet zoken, dre ar vizit a resevaz digant Jezuz, a ioa dija d’ann ampoent konsevet.
Elizabeth o veza ganet he mab, he c’herent hag he amezeien o doa c’hoant e vije roet d’ezhan hano he dad. Mes hi ne felle ket d’ezhi, hag a lavare ato : « — Nann, nann, Iann a vezo he hano. » « — Mes, eme ar re all, n’euz nikun euz ho kerent hag en defe ann hano-ze. » Neuze e oue goulennet oc’h Zakarias pe seurt hano en doa c’hoant a vije roet d’ar c’hrouadur. Zacharias a reaz sin da zigas d’ezhan eunn tamm sklent, hag a skrivaz dioc’htu var ann tamm sklent-se : « — Iann eo he hano. » Mes kerkent e teuaz ar prezeg d’ezhan adarre, hag ec’h en em lakeaz da veuli Doue enn eur lavaret : « — Benniget ra vezo ann Aotrou, Doue Israel, abalamour m’eo bet plijet ganthan dont da velet ha da brena he bobl, hervez ar bromesa en deuz great meur a vech dre c’hinou ar bropheted ! »
Goudeze e komzaz evelhenn ouz he vab : « — Ha c’houi, va mab, emezhan, c’houi a vezo hanvet prophet ann Hini a zo dreist peb tra ; rak kerzet a reot araok ann Aotrou Doue evit dresa ha kompeza ann henchou dirazhan, hag evit deski d’he bobl ann tu da veza salvet ha da obten ar pardoun euz he bec’hejou. »
Ar brud euz ar burzudou-ze a ieaz dre holl veneziou ar Judee, ha kement hini a gleve hano anezho ho gorroe gant respet e goeled he galoun, enn eur lavaret: « — Daoust petra deui mab Zakarias da veza eunn deiz ? Rak anat eo ema dorn Doue oc’h he ren. » Goulskoude Iann a greske enn oad, ha dre ma kreske he gorf, e kreske ive he spered hag he furnez. En em denn a eure abred enn eul leac’h gouez ha distro, ha chom a reaz eno ken na deuaz ar mare evithan da brezeg ar binijenn d’ar bobl a Israel.
Sant Iann-Vadezour a zo bet santifiet araok m’oa ganet, ha choazet gant Doue evit diskleria d’ar bed oa erru erfin, nag edo tostik zoken, ar Mesias m’edot var c’hed anezhan abaoue keit amzer. Abalamour da ze Jezuz-Krist he-unan en deuz lavaret oa ar brasa sant euz al lezenn goz, ha setu perak ive ann Iliz a ra eur gouel evit henori he c’hinivelez, ar pez ne ra evit den all ebed nemed evit ar Verc’hez.
N’eo ket aoualc’h beza bet neteat dre c’hras Doue, ret eo en em
zioual goude. Iann-Vadezour a dec’haz diouz ann dud evit en em zerc’hel
dibec’h. Ha c’houi o chom e kreiz ar bed petra ’rit evit miret gras ho
padiziant ?
r zant-ma ioa ganet e kear Verseil enn Itali. Bihanik
oa c’hoaz pa varvaz he dad hag he vamm ; mes eunn
eontr d’ezhan a gemeraz ar zoursi d’he zevel e doujans
Doue. D’ann oad a bevarzek vloaz ez eaz da bardouna da
Zant-Jakes a Gompostell e Spagn. Ober a reaz he dro eno
diarc’henn. nemed eur zae ganthan, ha daou gelc’h
houarn enn dro d’he gorf. Ne c’houfe den lavaret pegement
a boan en devoue gant ar riou hag ann dommder,
ha gant ann naoun hag ar zec’hed : e riskl e oue
zoken da goll he vuez.
Pa oue distro d’ann Itali, e falvezaz d’ezhan mont da Jerusalem da vizita bez hor Zalver ; mes Doue her galve e leac’h all hag a viraz outhan da vont. Neuze ec’h en em dennaz var eur menez e rouantelez Napl, ha var ar menez-se e tremene he holl amzer o pedi, o iun, hag o kastiza he gorf dre a bep seurt pinijennou. Eunn den dall o veza goulennet sikour diganthan, Guillou a roaz d’ezhan ar gueled. Mes ar mirakl-ma a ziskuillaz he zantelez, hag abalamour da ze e c’hoanteaz tec’het euz ar vro. Ober a reaz adarre he zonj da vont da Jerusalem, ha setu hen enn hent, laouen hag herr ennhan.
Mes Doue he-unan a lavaraz d’ezhan e raje muioc’h a vad o chom enn Itali. Neuze e pignaz var gern eur menez all, a reat Menez-Virjil anezhan. Ne oue ket pell eno na deuaz eur maread tud d’he gaout evit deski ganthan skiant ar Zent. Guillou ho resevaz, hag o veza savet eur gouent evit ho loja, ne ehane d’ho hencha, ken dre he gomzou, ken dre he oberiou, da erruout enn huella pazenn euz ar zantelez. Sevel a reaz ive var c’horre ar menez eunn iliz enn henor d’ar Verc’hez, hag abaoue ar menez-se a zo hanvet Menez-ar-Verc’hez.
Ar Zant a zavaz c’hoaz goudeze kalz kouenchou all e rouantelez Napl ; rak niver he ziskibien a greske bemdez. He viraklou eo a ioa kaoz. Rei a rea ar prezeg d’ar re vud, ar c’hleved d’ar re vouzar, ar cherzed d’ar re gamm ; dioc’h a bep seurt klenvejou e vezet pareet ganthan, betek zoken dioc’h ar re ne oa louzou ebed outho. Chench a eure ive ann dour e guin evel hor Zalver enn eured Kana, hag ober a reaz c’hoaz eleiz a vurzudou evel hennez.
Rojer, roue Napl, o veza klevet menek anezhan, her galvaz da vont d’he balez. Epad m’edo eno, eunn introun vraz a glaskaz he zougen d’ar pec’hed. Guillou a respountaz d’ezhi: « — Deuit d’am c’haout e verr d’ann heur-ma’nn heur, » hag ann introun a erruaz d’ann heur merket. Mes peger mantret ne oue-hi ket pa velaz ar Zant gourvezet var glaou beo. Ar glaou beo-ze a lakeaz ann introun da skrija ; diroll a reaz da vouela enn eur c’houlenn pardoun euz he fec’hed hag hiviziken e renaz eur vuez ker santel ha ker pinijennuz ma veritaz beza lakeat goude he maro e renk ar plac’hed euruz.
Guillou ne espernaz netra evit lakaat ar roue Rojer da zelc’her urs vad enn he balez hag enn he rouantelez, hag evit ober d’ezhan beza ato leal e kenver he zujidi ha sentuz e kenver ann Iliz. Mes, o c’houzout e tostea he heur diveza, ar Zant en em dennaz e kouent Guglieto, hag eno e varvaz e peoc’h er bloaz 1142, goude beza lavaret d’he ziskibien he enterri gant ann dillad a ioa enn dro d’ezhan.
Ar glaou beo m’oa gourvezet sant Guillou varnho a lakeaz da skrija
ann introun e devoa klasket he zougen d’ar pec’hed. Goulskoude, petra
eo tan ar bed-ma e skoaz tan ann ifern ? Tan ar bed-ma ne bad nemed
eur pennad, tan ann ifern a bado da virviken, hag eur pec’hed marvel
hebten a zo aoualc’h evit beza koundaonet d’ann tan-ze. Pa viot eta
tentet da offansi Doue dre eur pec’hed marvel bennag, livirit ennhoc’h
hoc’h-unan : « — Ha mont a rinn-me, evit eur blijadur verr, evit eur
vogedenn a henor, evit eur c’hounidegez dister, d’en em lakaat e
riskl da leski da viken e tan ann ifern ? »
ann ha Paol a ioa daou vreur kristen euz a Rom, ho daou
e servich ar brinsez Konstans, merc’h d’ann impalaer
Konstantin. Eur blavez, ez ejont d’ann arme da heul
eur jeneral paian, he hano Gallikan, evit ober brezel
d’ar Sited. Ar jeneral-ze, boaz bete neuze da veza treac’h
d’he holl enebourien, a oue dare d’ezhan beza trec’het d’he
dro. Dija kalz euz he zoudarded ha meur a hini euz he
offiserien a ioa kouezet var ann dachenn pe great prizounierien,
ha Gallikan ne c’houie mui pe du trei. Neuze
Iann ha Paol a lavaraz d’ezhan : « — Jeneral, emezho, grit
veu da adori ar guir Doue, hag e teui ar gounid ganehoc’h
adarre. » Gallikan a zentaz, ha kerkent e c’hounezaz
var ar Sited eur viktor eur ar re gaera. Pa zistroaz
da Rom, e oue karget a henor gant ann impalaer ; mes
hen n’edo mui e chal gant gloar ar bed, ha goude beza
resevet ar vadiziant, ec’h en em dennaz enn eur plas a
gostez evit beva eno hiviziken hervez kuzuliou ann
Aviel.
Iann ha Paol a gendalc’haz da zervicha ar brinsez Konstans pa oue fin d’ar vrezel, hag ar brinsez-se o veza deuet da vervel a lezaz gantho madou braz. Mes ann daou vreur kristen n’o doa netra evitho ho-unan, hag ho danvez a veze bepred daou-hanter etre ar paour hag hi. Chom a rejont ato e palez ann impalaer enn amzer bugale Konstantin ; mes, pa bignaz Julian var ann tron, e rojont ann dilez euz ho c’harg evit mont d’ho zi ho-unan ; rak ne felle ket d’ezho servicha eur prins hag en doa troet kein da Jezuz-Krist evit heul relijion ar baianed.
Goulskoude Julian a gasaz unan bennag da lavaret d’ezho en doa c’hoant d’ho c’haout ive enn he zervich hag enn he balez egiz m’oant bet e servich hag e palez ann impalaered all enn he raok. Mes hi a respountaz krak ha berr : « — Ni on euz servichet ann impalaer Konstantin hag he vugale abalamour ar re-ze a ioa ho-unan servicherien da Jezuz-Krist. Evit Julian avad, ne fell ket d’eomp he zervicha ; rak ne d-eo nemed eunn treitour e kenver Doue hag e kenver Jezuz-Krist, p’e guir eo en em droet da adori ann idolou, hag hen badezet. »
Julian a ieaz enn egar pa glevaz petra o doa respountet ann daou vreur kalounek. Evelato e Yoaz d’ezho dek devez evit ober ho zonj. « — Ma ne fell ket dezho, emezhan, kinnig ezans d’ann doueou a benn ann dek devez-se, n’o deuz nemed ar maro da c’hortoz. »
Iann ha Paol a dremenaz ann amzer o doa c’hoaz dirazho o pedi Doue hag oc’h ingala ann nemorant euz ho arc’hant etre ar beorien. Dann dekved devez, Terensian, unan euz a offiserien ann impalaer, a erruaz enn ho zi gant patrom pe imach Jupiter, roue ann doueou faoz. « — Adorit ann idol-ma, eme ann offiser, pe me ia d’ho lakaat d’ar maro. » « — Ni adori ann diaoul ! eme ann daou vreur kristen ; biken ! Ni ne adoromp nemed ar guir Doue, ann hini enn deuz great euz a netra ann env hag ann douar hag a zo eunn Doue e tri ferson, ann Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel. »
Var ar respount-se, Terensian ho dibennaz ho daou enn ho zi da nav heur noz ; rak aoun en doa na vije savet freuz etouez ar bobl ma vijent bet dibennet enn deiz ha dirak ann holl. Goudeze e reaz enterri ho c’horfou dre guz hag e klaskaz rei da gredi oant bet kaset kuit euz ar vro. Mes ann drouk-sperejou ho-unan a ziskuillaz ar pez a ioa bet great d’ezho, hag ar miraklou a c’hoarvezaz var ho beziou a lakeaz mab Terensian ha Terensian he-unan da anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Merzerenti ann daou zant-ma a erruaz e bloaz 362 goude donedigez hor Zalver.
Sant lann ha sant sant Paol ne felle ket d’ezho mont e servich ann impalaer Julian abalamour n’en doa ar prins-ma troet kein da Jezuz-Krist evit heul relijion ar baianed. Nag a dud zo hirio siouaz ! ha ne reont ket a fors e servich piou en em lakaat gant ma vezint paet mad, gant m’o devezo koumanant vraz ! Mar d-eo red d’ehoc’h mont da zervicha, bezit furoc’h eged ann dud-se. Klaskit da genta ha dreist peb tra eur mestr pe eur vestrez a zoujans Doue, eunn ti el leac’h ma ren ar peoc’h hag ar garantez kristen. Ha pa veac’h paet nebeutoc’h, ha p’o pefe disteroc’h koumanant, petra ra ze mar d-eo easoc’h d’ehoc’h ober ho silvidigez ? Petra dalvezo d’ehoc’h beza bet hirroc’h gounidegez mar teuit abalamour da ze da goueza enn ifern goude ho maro ?
renee a ioa ganet e kichen kear Smirn enn Azii, hag a
oue lakeat er skol gant sant Polikarp, eskop ar gear-ze.
Petra bennag m’oa c’hoaz iaouankik d’ann ampoent, he
zaoulagad a veze ato o para var he vestr, ha ne golle ket
eur ger euz ar pez a lavare. « — He zelaou a reann,
emezhan, pisa ma c’hellenn, ha kement a rea hag a
lavare a skrivenn, nann var baper, mes e goeled va
c’haloun. Chomet int eno abaoue ker sklear ha biskoaz,
ha Doue a ra d’inn ar c’hras da zonjal ennho
aliez. »
Enn eur skol ker mad, Irenee a deuaz heb dale da veza habil var ar skianchou sakr. Mes ne oa ket aoualc’h d’ezhan beza desket gant sant Polikarp ar pez en doa klevet ar zant-ma gant ann abostol sant Iann ; c’hoant en devoue c’hoaz da c’houzout petra o doa lavaret ann ebestel all d’ar re a ioa bet diskibien d’ezho. Lakeat en devoa enn he spered labourat hervez he c’halloud da ziarbenn ha da ziskar ar c’hredennou faoz a vele bemdez oc’h en em skigna etouez ar bobl fidel, hag evit kement-se e felle d’ezhan anaout difazi ar pez a ioa bet diskleriet gant Jezuz-Krist d’he ebestel, hag ar pez o doa ann Ebestel d’ho zro diskleriet d’ar gristenien euz ho amzer.
Goude beza dastumet anu traou-se holl enn he vemor, Irenee a oue digaset e Frans gant sant Polikarp evit sikour sant Pothin, eskop Lion. Sant Pothin a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr, ha kerkent ec’h en em lakeaz da brezeg gant kalz a nerz ha da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked hag ar baianed.
Sant Pothin o veza achuet he vuez dre ar verzerenti, sant Irenee a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, diskouez a eure kement a furnez evel eskop, hag he gomzou, he aliou hag he bedennou a zougaz kement a frouez, m’en devoue ann eur da c’hounit da Jezuz-Krist, n’e ket hebken holl dud Lion, mes c’hoaz eur maread euz ar re a ioa o chom er c’heariou all divar dro.
D’ar mare-ze, eskibien ann Azii n’en em glevent ket gant ar pab divar benn ann deiz ma tliet selebri gouel Pask. Enn Azii e selebret ar gouel-ma d’ar pevarzekved devez euz a loar veurs, hag ar pab a lavare ne dliet her selebri nemed d’ar zul varlerc’h.
Prest oa dija da deuler ann eskummunugenn var ar re ne zentchent ket outhan ; mes sant Irenee hen dizaliaz enn eur skriva d’ezhan : « — Tad santel, perak koundaoni eskibien ann Azii evit eur c’hiz hag a ioa heuliet er vro-ze enn ho raok? » Ar pab azelaouaz sant Irenee, hag eskibien ann Azii a gendalc’haz da zelebri gouel Pask d’ar pevarzekved devez euz a loar veurs betek konsil Nisee. Ar c’honsil-ma avad a zifennaz ne vije hiviziken selebret ar gouel-ze e nep leac’h nemed d’ar zul varlerc’h.
Sant Irenee ne ehane da ober brezel da fals kredennou ann heretiked; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da garet ann heretiked ho-unan.« — Ho c’haret a reomp, emezhan, enn eur feson talvoudusoc’h evit ho zilvidigez eget n’en em garont ho-unan; rak mar d-oump avechou rust enn ho c’henver, ne d-eo nemet evit parea gouliou ho ene ha lamet ann ourgouill euz ho c’haloun, abalamourann ourgouill-ze eo arpenn-kaoz euz ho aheurtamant. »
Ar zant-ma en deuz skrivet kalz levriou; mes ann darn vuia anezho a zo kollet, ha ne jom mui nemed unan hag a zo pemp lodenn ennhan. Enn drede lodenn ez euz komzou kaer ha dudiuz divar benn ar c’halloud o deuz ar pabed var ann holl gristenien. « — Kement Iliz zo er bed, eme ar Zant, da lavaret eo ann holl dud fidel, a renk beza a-unan gant Iliz Rom, abalamour houma eo Mestrez ann holl Ilizou all. »
Sant Irenee a oue lakeat d’ar maro evit ar feiz enn amzer ann impalaer Septim-Sever. He verzerenti a erruaz er bloaz 202, ha var a gounter, e oue merzeriet asambles ganthan betek naontek mil gristen.
Sant Irenee ne ehane da ober brezel da fals kredennou ann heretiked ; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da garet ann heretiked ho-unan. Karit ive bepred ar bec’herien enn eur gasaat ho fec’hejou hag enn eur goundaoni ho dizursiou. Red e d’ehoc’h ato kaout truez ouz ho nesa, n’euz fors pe he gorf pe he ene a velit enn eur stad reuzeudik. Dreist holl, p’her guelit dallet gant ann diaoul, pedit Doue da skleraat he spered, ha grit, a hent all, kement zo enn ho kalloud evit ober d’ezhan chench buez.
r zant-ma a ioa ganet er Sisiil ha mab da eur medisin.
He dad hen lakeaz abred var ar studi, hag o
veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz da veza habil
e berr amzer. Mes he vertuz a ioa c’hoaz treac’h d’he
zeskadurez. He natur vad hag he zoare vrao a blije d’ar
bed, ha setu perak ive ar bed ne espernaz netra evit gounit
he galoun. Mes hen n’en doa ken ioul nemed da
labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, hag
abalamour da ze e reaz fae var ann holl fortuniou kaer a
ginniget d’ezhan, hag ez eaz da velek.
O veza belek, e oue karget da genta da zastum ha da ingala ann arc’hant a zave ar gristenien entrezho evit maga ar beorien. Kement a druez en doa ouz ar re-ma ma’c’h en em lakea he-unan var ann douar noaz evit pourvei d’ho ezommou. A hent all e serviche da skouer d’ann holl dud a iliz dre he vouiziegez var ar Skritur Sakr, dre he aked da brezeg ha dre ar zantelez euz he vuez.
Ar pab sant Agathon o veza deuet da vervel, Leon a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, kenta tra a reaz evel pab a oue embann, evel eur virionez hag a renker da gredi dindan boan da veza daonet, ez euz e Jezuz-Krist diou volontez evel ma’z euz diou natur, petra bennag n’ez euz nemed eur persounach. Ann dra-ma a ioa bet diskleriet dija gant trede konsil Konstantinopl.
Digemeret a reaz e Rom, gant he zousder hag he vadelez ordinal, daou euz ann heretiked a ioa bet eskummunuget gant ar c’honsil-ze, ha diskouez a eure d’ezho ker sklear oa faoz ar pez a zonjent hag a lavarent ma’c’h anavezchont erfin e tifennent ar gaou, ha ma c’houlennjont pardoun euz a greiz ho c’haloun. Neuze ar pab a lamaz ann eskummunugenn divarnho hag ho resevaz adarre e renk ar gristenien gatholik.
Evelse sant Leon a ioa leun a zousder hag a vadelez e kenver ar re a anzave ho faot gant humilite ; mes er memes amzer e c’houie beza rust e kenver ann dud ourgouilluz a jome aheurtet enn ho fals kredennou, hag evit ober d’ezho plega ec’h en em zerviche euz ann holl c’halloud en doa evel pab.
Goude m’oa pignet var gador sant Per, e kendalc’haz evel diagent da veza tad ann dud paour, ann intanvezed hag ann emzivaded keiz ; ho zikour a rea, n’e ken hebken dre he aluzennou, mes e kement feson ma c’helle. Evel eur pastor eveziant, e lakea urs e peb tra, betek zoken er c’han, hag he-unan e reaz himmou nevez evit ann offisou. Ar pez a glaske dreist holl oa maga ha kreski bepred ar feiz hag ann devosion etouez ann dud fidel.
O velet gouiziegez ha vertuziou ar zant-ma, ar gristenien o doa ioul e vije chomet pell da c’houarn ann Iliz. Mes sonjou Doue a zo dishenvel dioc’h sonjou ann dud. Doue en em hastaz d’her gelver davethan, ha mervel a eure d’ann 28 a viz even euz ar bloaz 684, dek miz ha seitek devez goude m’oa bet hanvet da bap. Eur c’heuz braz a oue d’ezhan, n’e ket e Rom hebken, mes e kement korn a ioa er bed katholik.
Sant Leon a ioa leun a zousder hag a vadelez e kenver ar re a anzave ho faot gant humilite ; mes er memes amzer e c’houie beza rust e kenver ann dud ourgouilluz a jome aheurtet enn ho fals kredennou. Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, kemerit skouer diouthan. Bezit ato prest da bardouni d’ho pugale pe d’ho servicherien pa ziskouezint kaout eur guir volontez da veza furoc’h hiviziken ; mes ive bezit rust enn ho c’henver mar kendalc’hont da veva enn ho roll, ha da ober ho fenn ho-unan enn despet d’ho kenteliou ha d’hoc’h aliou mad. O veza re jentil outho neuze, e teufac’h d’en em zaoni asambles gantho. Bea zo gouliou ha ne c’heller da barea nemed o lakaat ann tan varnho pe ann houarn ruz.
ant Per a ioa ganet e Bethsaid er
Galilee, hag a ioa pesketaer dre
vicher. He hano kenta oa Simon,
ha Iann pe Jonas, hano he dad.
Andre, he vreur kosa, o veza bet
ann eur da velet Jezuz, a lavaraz
d’ezhan enn eur erruout er gear :
« — Ema kavet ar Mesias ganeomp, »
ha raktal her c’hasaz ive d’al leac’h
m’edo hor Zalver. Hogen, Jezuz
hen digemeraz enn eur lavaret :
« — C’houi eo Simon, mab Jonas ;
mad, hiviziken e viot hanvet
Per. » Ar ger Per a zinifi Mean.
Goulskoude sant Per ne jomaz ket dioc’htu gant hor
Zalver, na sant Andre ken nebeut.
A benn eunn tachad goude, ann daou vreur a ioa o pesketa var lenn Jenezareth pa zigouezaz Jezuz var bord al lenn. « — Mar kirit dont ganen-me, eme hor Zalver d’ezho, me a raio ac’hanhoc’h peskerien tud. » Kerkent Andre ha Per a lezaz eno ho bag hag ho rouejou evit mont da heul Jezuz, ha divar neuze e chomjont ato enn he goumpagnunez.
Hor Zalver a joazaz sant Per evit beza ar mean-diazez pe ar mean-fount euz he Iliz, ha delc’her he blas var ann douar goude ma vije eat he-unan varzu he Dad adarre. Eunn devez m’edo e kear Sezaree, e c’houlennaz ouz he ziskibien petra lavare ann dud anezhan. « — Ah ! emezho, lod a lavar oc’h Iann-Vadezour ; lod all a lavar oc’h Elias, pe Jeremias, pe unan euz ar bropheted. » « — Ha c’houi, eme Jezuz, petra zonjit ac’hanon? » Sant Per a respountaz ker buhan : « — C’houi eo ar C’hrist, guir Vab Doue. » Ker buhan ive hor Zalver a lavaraz da zant Per : « — Euruz oc’h, Simon, mab Jonas, abalamour n’e ket gant kar na mignoun eo oc’h euz desket ann dra-ze, mes gant va Zad he-unan. Setu perak me a lavar d’ehoc’h ! C’houi a zo Per, da lavaret eo, Mean, ha var ar mean-ze me a zavo va Iliz, hag ann ifern gant he holl c’halloud ne vezo biken treac’h d’ezhi. Me a roio d’ehoc’h alc’houeziou rouantelez ann env, ha kement tra o pezo liammet var ann douar a vezo liammet enn env ; mes ive kement tra o pezo diliammet var ann douar a vezo diliammet enn env. »
Da fin ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, hor Zalver a lavaraz c’hoaz da zant Per : « — Simon, Simon, Satan en deuz goulennet hoc’h heja holl evel ma vez hejet ann ed gant ar c’hrouer ; mes me am euz pedet evidod-te, evit na deui ket da feiz da vankout. Te d’az tro laka da boan da gennerzi da vreudeur. »
Evit guir, sant Per en devoue ar zempladurez da nac’h he Vestr a benn teir guech e ti Gaiphas. Mes n’e ket he feiz eo a vankaz neuze ; ar pez a vankaz d’ezhan, hag a vank ive siouaz ! da galz kristenien enn hon amzer-ni, a oue ar galoun da anzao ar feiz-se dirak tud ar belek braz. Da vihana sant Per n’en doa ket c’hoaz resevet ar Spered-Santel d’ann ampoent, e leac’h kristenien hon amzer-ni a bec’h eveldan goude beza bet ar c’hras kaer-ze. Goulskoude, Jezuz o veza great eur zell var ann abostol keaz, hema a anavezaz dioc’htu ar grevuzded euz he faot hag a zirollaz da vouela. Kounta a reer e vouelaz ken dourek epad ann nemorant euz he vuez ma’z oa kaniet he zivoc’h gant ann daelou a skuille.
Goude m’oa savet euz a varo da veo, hor Zalver en em ziskouezaz da zant Per enn he bart he-unan araok en em ziskouez d’ann ebestel all. Ann dra-ma a ioa eur merk sklear evithan oa dija pardounet. Evelato, abarz beza karget evit mad da c’houarn ann Iliz e plas he Vestr, e renkaz rapari enn eur feson solanel ar skouer fall an doa roet o nac’h anezhan a benn teir guech.
Eunn devez m’oa en em ziskouezet d’he holl ziskibien asambles, Jezuz a gomzaz evelhenn oc’h sant Per : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu muioc’h eged ar re-ma ? » sant Per a respountaz : « — O va Mestr, c’houi a c’hoar e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme hor Zalver, bezit pastor va oaned. » Neuze Jezuz a c’houlennaz outhan evit ann eil guech : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu ? » Sant Per a respountaz evel ar vech genta : « — O va Mestr, c’houi a c’hoar e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme hor Zalver adarre, bezit pastor va oaned. » Erfin, Jezuz a c’houlennaz outhan evit ann drede guech : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu ? » Sant per en devoue poan o klevet hor Zalver o c’houlenn ann dra-ze outhan evit ann drede guech, ha setu hen ha respount : « — O va Mestr, c’houi a anavez peb tra hag a c’hoar ervad e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme Jezuz enn dro-ma, bezit ive pastor va danvadezed. »
Ann oaned a zo hano anezho ama eo ann dud fidel
hag ar veleien, hag ann danvadezed eo ann eskibien.
Dre ar c’homzou-ze eta sant Per a oue lakeat gant Jezuz-Krist
da bastor, n’e ket hebken var ann dud fidel hag ar
veleien, mes var ann eskibien ho-unan, da lavaret eo,
var ann Iliz enn he fez.
Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, sant Per a brezegaz da genta er Judee. Hogen, ker brudet oa dre he viraklou ma tigaset var he hent, pa veze o tremen dre eur ru pe eur blasenn bennag, tud klanv ha tud mac’hagnet, guele hag all, enn eur gredi e vijent pare ma c’hellje ar skeud anezhan hebken tizout beteg ennho. Goudeze ez eaz da Antioch, el leac’h ma chomaz seiz vloaz, hag ac’hano e teuaz da Rom. Rom oa d’ar mare-ze ar gear-benn pe ar vestrez-kear euz ar bed paian, hag abaoue eo ar gear-benn pe ar vestrez-kear euz ar bed kristen.
Tost da bemp bloaz var’nn ugent a ioa m’en doa sant Per savet eno he gador a eskop hag a bap pa oue koundaonet d’ar maro gant ann impalaer Neron, er bloaz pemp pe c’houec’h ha tri-ugent goude donedigez hor Zalver. Ar zetans a zouge e vije staget ouz ar groaz ; mes hen a c’houlennaz ma vije da vihana lakeat he benn enn traon ; rak n’en em gave ket din da vervel egiz m’oa maro he Vestr, ha setu ar pez a oue great.
Sant Per en deuz nac’het Jezuz-Krist a benn teir guech, hag hen
bet test euz he viraklou, hag hen bet keit all o veva enn he goumpagnunez,
hag hen bet choazet ganthan evit beza ar mean-fount pe ar
mean-diazez euz he Iliz ! Piou a c’hellfe goudeze kounta var he nerz
hag he vertuz he-unan ? Ah ! beillomp ha pedomp, n’euz fors piou e
vemp ; sempladurez ann den a zo ker braz !... Mes, ma vemp kuezet
ec’hiz sant Per, eveldhan savomp gant fizians, hag e vezimp digemeret
mad.
oude beza bet gounezet d’ar feiz
er feson m’on euz merket d’ar
pemp var’nn ugent a viz genver,
sant Paol en em lakeaz dioc’htu da
brezeg ann Aviel e Damas. Kement
hini her c’hleve a ioa souezet ; rak
ann holl a c’houie peger kounnaret
oa diagent a enep relijion Jezuz-Krist.
Ar Iuzevien, o velet e tifenne
brema ar relijion-ze, a gemeraz
kaz outhan hag a glaskaz ann tu
d’he lakaat d’ar maro. Mes ann
dud fidel hen diskennaz enn eur
baner dreist mogeriou kear, hag evelse e c’hellaz en em
denna euz a dre zaouarn he enebourien.
Neuze ez eaz da Jerusalem da velet sant Per, hag e chomaz pemzek dez e ti ann abostol-ma. A benn pevar bloaz goude, edo e kear Antioch asambles gant sant Barnabas pa lavaraz ar Spered-Santel dispartia Barnabas hag hen evit al labour en doa da rei d’ezho. Al labour-ze oa prezeg ar feiz d’ar baianed, ha sant Paol a stagaz d’ezhan raktal.
He genta beach abostolik a reaz enn enez Chipr hag enn Azii-Izela asambles gant sant Barnabas ; ar veach-ma a badaz tri bloaz. Goudeze e tremenaz pevar bloaz o prezeg er Sirii hag er Judee. Da fin ar pevar bloaz-se e skoaz adarre etrezek ann Azii-Izela, hag ac’hano ez eaz d’ar Masedoan ha d’ar Gres. Ar veach-ma a badaz hirroc’h eged ar genta ; goulskoude ne oue ket ann diveza. Pa oue echu, sant Paol a jomaz tost tri bloaz e kear Ephez ; mes goudeze e reaz c’hoaz eunn trede bale abostolik e kement bro m’oa bet dija hag e meur a vro all ouspenn.
Hogen, ne c’houfe den niveri ann eneou a c’hounezaz da Zoue epad ann holl beachou-ze, ha ne c’houfe den lavaret ken nebeut pegement a boaniou en devoue da c’houzanv. Kaout a eure var he hent a bep seurt danjeriou, evel a verk he-unan enn he liziri : danjeriou var vor ha danjeriou var zouar, danjeriou e kear ha danjeriou var ar meaz, danjeriou a berz ar Iuzevien ha danjeriou a berz ar baianed, danjeriou a berz al laeroun ha danjeriou a berz ar gristenien fall pe ar fals breudeur. Aliez e oue lakeat er prizoun, goloet he gorf a c’houliou ha dare d’ezhan mervel.
A benn pemp guech, en devoue nao ha tregont taol baz digant ar Iuzevien ; eur vech e oue bannet mein outhan evit he laza, teir guech e oue skourjezet, teir guech all e reaz pense, hag eunn droiad e oue eunn devez hag eunn nosvez e goeled ar mor.
Mes sant Paol ne rea van ebed evit kement-se: « — Ne vevann nemed evit Jezuz-Krist, emezhan, ha guell a ze evidon mar teuann da vervel. » He galoun a verve gant ar garantez en doa evit he Zoue hag he Zalver. « — Piou, emezhan c’hoaz, a c’hello diframma euz va c’haloun ar garantez am euz evit Jezuz-Krist ? Trubuillou hag ankeniou ar vuez-ma ? Ann naoun, pe ann dienez, pe ar c’hleze savet azioc’h va fenn ? Nann, sur ounn nag ar poaniou a vrema, nag ar re a zo c’hoaz da zont, ne lamint biken euz va c’haloun ar garantez am euz evit Doue enn hor Zalver Jezuz-Krist. »
Doue a rekoumpansaz ann abostol kalounek o karga
anezhan a c’hrasou dreist-ordinal. Bez’en devoue da
genta ann donezoun a viraklou, hag evit parea ar re
glanv n’oa ken da ober nemed lakaat varnho tammou
dillad hag a veze bet enn dro d’ezhan. Mes Doue a reaz
kaeroc’h c’hoaz enn he genver : eunn devez e oue douget
betek ar penn huela euz ann envou, ne c’houie ket he-unan
pe gant he gorf pe heb he gorf oa, hag eno e klevaz
traou ha ne c’hell ket teod ann den komz anezho,
keit emaint dreist ar pez a c’heller da zonjal er bed-ma.
Goulskoude, evit miret na zavche foug ennhan gant ann dra-ze, Doue a lezaz Satan d’he denti enn eur feson kasauz. Satan a zalc’he ato eunn drouk-eal enn he gichen, hag ann drouk-eal-ma ne ehane da vrouda he gorf evit hen dougen d’ar pec’hed. Betek teir guech e pedaz hor Zalver da bellaat diouthan eal Satan, ha Jezuz a respountaz d’ezhan bep vech : « — Va gras a zo aoualc’h evidhoc’h ; ann dentasion a ro muioc’h a lufr hag a briz d’ar vertuz. »
Sant Paol o veza distro euz he drede beach abostolik a oue lakeat er prizoun e Jerusalem, hag a benn daou vloaz goude e oue kaset da Rom. Eno en devoue kounje da fermi eur gambr e kear, hag er gambr-ma e oue prizounier epad daou vloaz all ; rak eur zoudard a veze ato oc’h he ziouall hag hen a ioa stag ouz ar zoudard var bouez eur jadenn. Da fin ann daou vloaz all-ze e oue laosket da redet, ha neuze ez eaz da ober eunn dro ziveza dre ann holl broiou m’oa bet ennho o prezeg ann Aviel. Pa oue echu he dro ganthan, e teuaz adarre da Rom, hag er gear-ma e oue lakeat d’ar maro dre urs ann impalaer Neron, er memes bloaz hag er memes devez gant sant Per, mes nann er memes feson. Sant Paol a oue dibennet. Hogen, he benn a reaz tri lamm goude m’oa distaget diouz he ziouskoaz, ha, bep lamm, e oue klevet c’hoaz ann hano santel a Jezuz o tont euz he c’hinou.
Ann dentasion a ro muioc’h a lufr hag a briz d’ar vertuz. Eunn den
ha n’e ket tentet n’en deuz mirit ebed o veza vertuzuz. Ne d-it ket eta
d’en em jala re, na d’en em glemm, mar bezit tentet aliez ; mes en em
humiliit dirak Doue, difizit ac’hanoc’h hoc’h-unan ha bezit aketuz d’ar
bedenn. Evelse ann dentasion, e leac’h ober drouk d’oc’h ene, a zervicho
d’ehoc’h da greski ho kloar hag ho rekoumpans er baradoz ;
dreizhi ec’h anavez ann Aotrou Doue piou en deuz kaloun ha guir
c’hoant d’her servicha ervad.
tre ar bloaz unnek kant hag ar bloaz daouzek kant ez
eaz eur maread tudchentil euz a Frans d’ann Douar
Santel evit tenna bez hor Zalver euz a dre zaouarn ann
Turked. Enn ho zouez ez oa tri breur euz ar Pikardi, ho
zri brudet dre ho vaillantiz ha muioc’h c’hoaz dre ho
devosion. Hogen, ann tri breur-ma a oue great prizounierien
siouaz d’ezho ! dirak kear Askalon, ha kaset e
kaptivite d’ann Ejipt.
Roue ar vro-ze a c’hoanteaz ho guelet, hag ann doare anezho a blijaz kement d’ezhan ma’z oa prest d’ho c’hemeret e renk he offiserien var bouez ma teujent da heul fals kredenn Mahomet. Mes ann tri breur kalounek a respountaz dioc’htu ne rajent biken ar pez a c’houlenne ar roue, ha var ar respount-ma e ouent taolet enn eunn toull tenval hag heuzuz, ha koundaonet da veva divar bara ha dour.
Goulskoude ar roue a eseaz ho gounit enn eur feson
all, ha setu hen ha kas ann dud habila euz he balez da
brezeg d’ezho ; mes hi ne rejont ket muioc’h a van o
klevet ann doktored-se eget n’o doa great o klevet ar
roue he-unan. Neuze ar roue a gasaz d’ho c’haout eur
verc’h d’ezhan, he hano Ismerii. Houma a ioa eur brinsez
koant ha leun a spered, daoulagad lemm enn he fenn
hag eunn teod flour enn he ginou. Lavaret a eure d’ann
tri dijentil oa rannet he c’haloun o sonjal er maro kriz
a ioa ouz ho gortoz ma ne zentchent ket oc’h he zad.
« — Sentit’ta, emezhi, kuitait ar relijion-ze a zo kaoz
d’ehoc’h da veza enn eur stad ker reuzeudik, hag e
viot euruz ganeomp-ni, ha ne vanko d’ehoc’h na madou,
nag henoriou. »
Ann drouk-spered ne c’helle ket implija goasoc’h ardou evit tenti ann tri breur kristen. Mes ar re-ma a ioa krenv ho feiz, ha ne oue ket dare d’ezho en em lezel da veza touellet gant ar brinsez iaouank. Ar c’hountrol eo a erruaz ; rak komz a rejont ker brao d’ho zro euz a vister ann Dreinded hag euz a vister Mab Doue en em c’hreat den, ma’c’h anavezaz raktal Ismerii edo ar virionez gantho. Mes ar brinsez a lavaraz er memes amzer e karje guelet ar Verc’hez, ha setu ann tri dijentil nec’het.
« — Ni, emezho, ne c’houzomp ober na taolennou, na patromiou. Evelato n’oc’h euz nemed digas d’eomp eunn tamm koat ha benviachou, ha ni a raio d’ehoc’h eunn imach hag en devezo eunn henveledigez bennag gant ar Verc’hez. » Ismerii a lakeaz rei d’ezho ar pez a c’houlennent, hag ann tri breur a stagaz dioc’htu d’al labour enn eur bedi Doue d’ho zikour.
Doue a reaz eur burzud kaer evit rekoumpansi ho bolontez vad. A benn eunn nebeut deveziou goude, e kavchont enn ho c’hichen, enn eur zihuna dioc’h ar mintin, eunn imach hag a lugerne evel ann heol o para : imach ar Verc’hez oa, digaset d’ezho euz ann env. Ho c’haloun a zridaz o velet ann imach-se, ha setu perak e oue hanvet gantho Ann Introun Varia a joa.
Merc’h ar roue, o veza deuet d’ar prizoun enn devez-se a zridaz ive he c’haloun o velet ann imach mirakuluz. Poket a reaz d’ezhan gant respet, ha kerkent e oue sklerijennet-holl he ene gant ar Spered-Santel. Neuze e lavaraz d’ann tri dijentil e tennje anezho euz ho zoull tenval, var bouez m’he c’haschent gantho da eunn tu bennag el leac’h ma vije eaz d’ezhi ober he zilvidigez. Ann tri breur en em strinkaz raktal d’ann daoulin evit trugarekaat Doue, ar Verc’hez hag ar brinsez.
Dioc’h ann noz, ar Verc’hez he-unan en em ziskouezaz da Ismerii, hag a aliaz anezhi da zont e Frans : ar Verc’hez a ioa skeduz evel ann heol. Goude ar burzud-ma, ar brinsez ne varc’hataz mui, ha setu hi d’ar prizoun da glask ann tri dijentil hag ann imach mirakuluz ; goudeze ez eaz buhan gantho er meaz euz a gear.
Pa zigouezchont var ribl ann Nil (ster vraz ann Ejipt), eunn den iaouank ho c’hasaz enn tu all gant he vag, ha p’o devoue treuzet ar ster, ne veljont mui na bag, na den iaouank ebed. Goudeze e kemerjont ar c’henta hent a gavchont. Mes Ismerii a ioa dija skuiz ; rak diou nosvez a ioa n’e devoa kousket banne. Chom a rejont eta eharz eur vezenn da ober eunn ehan hag eur voredenn.
Pebez souez evitho, pa zihunjont antronoz-vintin, o velet n’edont mui er memes bro ! Ann tri breur a anavezaz, a dost d’ezho, eur feunteun euz ar Pikardi, hag, eunn tammik larkoc’h, ho maner gant he dourell hag he bount var vint. Ar brinsez hag hi a ioa bet douget dre ho c’housk euz ann Ejipt d’ar Pikardi gant eunn eal.
Ann imach mirakuluz a ioa deuet d’ho heul ; mes dija oa eat anezhan he-unan d’en em lakaat e kichen ar feunteun o doa remerket da genta, ha morse ne oue gellet he loc’ha ac’hano. Setu perak e oue savet er plas-se eur chapel, el leac’h ma oue badezet ar brinsez Ismerii ha roet d’ezhi ann hano a Vari, hag el leac’h ma’z euz c’hoarvezet ac’houdevez kement a viraklou ma ne c’houfe den ho niveri.
Ar chapel-ze a oue dismantret epad ar Revolusion, mes ann imach santel a oue gellet he zavetei, hag er bloaz 1857 eo bet kurunet gant eur zolanite vraz dre urs ar pab Pi Nao ha dirak eur maread beleien ha tud fidel diredet euz a gement korn a zo er vro. — Ar pez on euz merket diaraok a erruaz er bloaz 1134.
Enn hor bro Breiz-Izel ez euz ive kalz chapeliou pe ilizou savet enn
henor d’ar Verc’hez, hag er chapeliou pe enn ilizou-ze mamm Jezuz a
ro grasou kaer da neb a ia di da bardouna gant eur guir devosion.
Mes peger rouez n’eo ket hirio siouaz ! ar guir devosion etouez ar bardounerien !
Eleiz euz ar re-ma ne glaskont nemed ho flijadur, ha ne
redont ar pardouniou nemet evit guelet ha beza guelet. N’e ket souez
eta mar tistroont d’ar gear gant meur a bec’hed nevez var ho c’houstians.
Pegen diskiant ha peger reuzeudik ne d-int-hi ket o chench
evelse enn eur zoursenn a varo evit ho ene ar pez a dlie beza eur zoursenn
a c’hras hag a ziividigez !
oude beza diskleriet da Vari oa choazet evit beza
mamm da Jezuz, ann eal Gabriel a gomzaz d’ezhi
ive euz he c’hiniterv Elizabeth. « — Setu, emezhan, ho
kiniterv Elizabeth e deuz ive, hag hi koz dija, konsevet
eur mab hag a deui er bed a benn tri miz ama ;
rak n’ez euz netra dreist holl-c’halloud Doue. »
Pa oue eat ann eal kuit, ar Verc’hez a oue mall ganthi mont da velet he c’hiniterv, ha setu hi enn hent a dreuz ar meneziou. Enn eur erruout e ti Zakariaz, e saludaz Elizabeth evel m’edo ar c’hiz er vro, ha kerkent ar c’hrouadur a zouge he c’hiniterv a reaz eul lamm enn he c’hreiz. Neuze Elizabeth a oue karget he ene euz a sklerijenn ar Spered-Santel, hag a lavaraz a vouez huel : « — C’houi a zo benniget dreist ann holl gragez, ha benniget eo ar frouez euz ho korf. Penaoz em euz-me hirio ann henor hag ann eur-vad da reseo mamm va Doue ? A veac’h am euz ho klevet oc’h va zaludi m’en deuz great ar bugel a zougann eul lamm a joa etre va daou gostez. Oh! na c’houi zo euruz abalamour m’oc’h euz kredet e teuje da vir ar pez a zo bet diskleriet d’ehoc’h a berz Doue.»
Var gement-se ar Verc’hez a lavaraz d’he zro (ar pez a zo ama varlerc’h eo ar Magnificat e brezounek) : « — Va ene a ro gloar ha meuleudi da Zoue, ha va c’haloun a zrid gant ar joa o sonjal er pez en deuz great em c’henver va Doue ha va Zalver. Rak, pegen dister bennag ma’z ounn, eo plijet ganthan sellet ouz he zervicherez, ha setu hiviziken ann holl boblou euz ann douar am galvo euruz. Ia, ann Hini a zo holl-c’halloudek, ha santel he hano, en deuz great traou burzuduz em c’henver. Evelse en deuz roet a bep amzer merkou euz he drugarez d’ar re a veve enn he zoujans. Meur a vech ive en deuz diskouezet nerz he zivreac’h, ha kaset da netra sonjou ann dud ourgouilluz. Diskaret en deuz divar ho zron ar re a ioa braz ho galloud, hag ar re n’o doa doare a netra en deuz savet huel. Karget en deuz a vadou ar re a ioa o tua gant ann naoun, hag ar re o devoa danvez eleiz en deuz lakeat var ann douar noaz. Kemeret en deuz erfin truez ouz Israel, he zervicher, hervez ar bromesa en doa great guech all da Abraham, hag en deuz great c’hoaz abaoue d’he vugale a rumm da rumm. »
Mari a jomaz var dro tri miz e ti Elizabeth, ha goudeze e tistroaz da Nazareth, el leac’h m’edo he c’hear.
Ar vizit a reaz ar Verc’hez Vari da zantez Elizabeth a oue eur vizit santel meurbed. Goude beza en em zaludet hervez giz ar vro, ec’h en em lakejont dioc’htu ho diou da gomz euz a Zoue, da rei gloar ha meuleudi da Zoue. Pebez kemm etre ar vizit-se hag ar re a reer brema ! Hirio siouaz ! n’en em veler nemed evit dispenn sae ann nesa, pe evit maga er galoun eur garantez ha n’e ket hervez Doue. Da lavaret eo, n’en em veler hirio peurvuia nemed evit en em zikour ann eil egile d’en em zaoni. Lezit a gostez ann holl bizitou-ze ne dalvezont da netra evit ar baradoz, ha dreist holl ar re ho lakafe var hent ann ifern. Ne d-it morse da diez ar re all nemed oc’h red pe dre zereadegez, ha mar oc’h euz amzer da bresta, it da velet ann dud klanv hag ann dud paour euz oc’h amezegez, pe da adori Jezuz-Krist enn he dabernakl. Hor Zalver araok ma oue ganet a lakea Iann-Vadezour da zridal gant levenez, e kerc’hen he vamm. Pebez vad ne rai-hen ket d’ho kaloun pa ’z eot ac’hanhoc’h hoc’h unan d’her gueled enn ilizou el leac’h ma vez ken aliez dilezet gant ann holl !
nn impalaer Aorelian o veza douget eul lezenn a varo
a enep ar gristenien, Tursius, he letanant, a oue karget da ober eunn enklask piz euz ar re a ioa o chom
enn Toskaan. Klevet a eure oa Felis ar brudeta anezho,
ha raktal e reaz he zigas dirazhan.
« — Pe hano ec’h euz? eme Dursius.
« — Felis, eme ar c’hristen.
« — Ha da vicher, petra eo?
« — Me zo belek Jezuz-Krist, eme Felis, petra bennag n’ounn ket din euz ar garg-se.
« — Perak eta, eme letanant ann impalaer, drouk ennhan, e tastumez ann dud e meur a leac’h a gostez evit miret outho da adori hon doueou ?
« — Va dever eo, eme ar belek, deski d’ar bobl relijion Jezuz-Krist evit he lakaat var hent ar baradoz.
« — Petra c’halvez hent ar baradoz ?
« — Evit beza var ann hent-se, eme Felis, e renker karet hag henori Doue ann Tad, hor Zalver Jezuz-Krist hag ar Spered-Santel.
« — Bah! eme Dursius, lez ar c’hoz Doue-ze a gostez, ha sent ouz ann impalaer.
« — Ne glaskomp, eme ar belek kalounek, nemed plijout da Jezuz-Krist ha senti outhan e peb tra. »
Ar respount-ma a lakeaz letanant Aorelian da vont enn egar, ha setu hen ha rei urs da flastra he c’hinou da Felis a daoliou mein. Hogen ann dra-ze a oue great enn eur feson fer iud ha ken didruez ma varvaz ar merzer santel abarz ma’c’h ehanaz he vourrevien outhan. Tursius a zifennaz enterri he gorf evit ma vije debret gant ar brini hag al loaned gouez. Mes eunn avieler, he hano Irenee, a c’hellaz he guzat, hag hen enterraz goudeze gant respet.
Letanant ann impalaer, o veza klevet petra en doa great Irenee, a ordrenaz staga anezhan dirak he garr, epad ma vije o vont da gear Chiusi, evit ober d’ezhan redet araok ar c’hezek. Pa oue erruet eno, e reaz teuler ann avieler kalounek er prizoun asambles gant kristenien all. Mes eunn introun a renk huel, he hano Mustiola, a deuaz enn noz da velet ar brizounierien. da zigas boued d’ezho ha d’ho c’hrenvaat er feiz.
Tursius a glevaz ann dra-ma ive, ha setu kounnar ennhan adarre. Goulskoude, o veza ma’z oa ann introun-ze euz ann noblans vrasa, ne gredaz ket he gelver dirazhan ; mes mont a eure he-unan d’he c’haout enn he falez evit rebech d’ezhi ar pez e devoa great.
« — Introun, emezhan, ho komportamant a zo eur vez hag eunn dismegans evit ann hano a zougit.
« — Tursius, a respountaz Mustiola, guelloc’h eo beza euz a lignez ar Zent a gred e Jezuz-Krist eged euz a vouenn ann dud brudeta a zo bet biskoaz var ann douar.
« — Introun, ho tadou koz n’o devije ket komzet evelse.
« — Va zadou koz n’o doa ket ann eur da anaout Jezuz-Krist eveldon-me.
« — Mes perak ez it-hu enn noz da redet ar prizouniou evit touella ar brizounierien ?
« — Ar garantez am euz evit Jezuz-Krist eo am c’has ; rak ar brizounierien-ze a zo holl bugale ha servicherien da Jezuz-Krist kerkouls ha me.
« — Sentit ouz ann impalaer enn eur ginnig ezans d’ann doueou, mar fell d’ehoc’h savetei ho puez hag ho tanvez.
« — Tursius, eme Vustiola er meaz anezhi he-unan, blasphemi a rez heb gouzout petra leverez. »
Letanant ann impalaer, drouk ennhan ken a grene, a ordrenaz da genta dibenna kement kristen a ioa er prizoun nemed ann avieler Irenee. Hema a oue dispennet he gorf gant kribinou houarn, ha rostet goudeze a nebeudou ken na varvaz erfin enn eur drugarekaat he Zalver Jezuz. Neuze ann introun Mustiola a oue lakeat d’he zro etre daouarn ar vourrevien, ha Tursius a reaz he skourjeza gant fouetou ploumm ken na laoskaz ive he huanad diveza. Maro ar verzerien zantel-ze a erruaz d’ann tri a viz gouere euz ar bloaz 274 pe var dro.
Eunn dra gaer eo dougen eunn hano direbech. Eur guir gristen a boanio bepred evit hen derc’hel digaillar. Guelloc’h eo c’hoaz koulzgoude beza euz a lignez ar zent a gred e Jezuz-Krist eged euz a vouenn ann dud brudeta a zo bet biskoaz var ann douar. Rak-se lakit hoc’h hano a gristen dreist ann hini oc’h euz bet digant ho kerent, ha diouallit d’ober morse netra a ve eunn dismegans evit ar zant pe ar zantez roet d’ehoc’h evel paeroun pe vaerounez da zeiz ho padiziant.
r zant-ma a ioa ganet e kear Aosbourg enn Allemagn,
hag a oue kaset d’ar skol da abati Sant-Gall. Pa oue
echu he studi ganthan, sant Adalberon, eskop Aosbourg,
her c’hemeraz enn he balez hag a gargaz anezhan da
ingala he aluzennou etre ar beorien. Goudeze ez euz da
bardouna da Rom. Ar pab hen resevaz gant eur vadelez
a dad hag a c’houlennaz outhan euz a be leac’h oa.
Ulrik a respountaz : « — Me zo euz a gear Aosbourg
enn Allemagn, hag o chom gant Adalberon, eskop ar
gear-ze. » Neuze ar pab a lavaraz d’ezhan : « — Va
mab, Adalberon a zo maro, ha bolontez Doue eo e
veac’h eskop var he lerc’h. » « — Tad santel, eme
Ulrik ker buhan, me zo re iaouank da veza eskop
hag ouspenn, n’em euz ket a zeskadurez aoualc’h. »
« — Mad, eme ar pab, ma ne fell ket d’ehoc’h gouarn
eskopti Aosbourg brema pa ren ar peoc’h ennhan ha
p’ema peb tra enn urs, c’houi her gouarno divezatoc’h
pa vezo dismantret-holl dre ann tan hag ar
c’hleze. »
Ar pez a lavare ar pab a deuaz da veza guir. A benn
pemzek vloaz goude, Ulrik a oue hanvet da eskop e plas
ann hini a ioa bet choazet da genta p’oa maro sant Adalberon.
Mes allaz ! truez oa guelet e pe stad edo kear
Aosbourg d’ann ampoent. Paianed ann Hongrii hag ar
Slaved o doa great skrab ennhi, ha devet zoken ann iliz
kathedral. Ann eskop nevez a hastaz sevel eunn iliz all
evit asambli ar bobl, ha ne espernaz netra evit pourvei
da ezommou ann dud keiz a ioa lakeat var ann douar noaz.
Evithan a veve enn he balez evel eur manac’h enn he gouent. Sevel a rea ato da deir heur dioc’h ar mintin evit mont da lavaret he vrevier asambles gant ar chalonied. Da c’houlou-deiz e lavare c’hoaz offis ann anaoun er c’heur, ha goudeze e kleve eunn offerenn var gan. Var dro nav heur ec’h offerenne he-unan. Enn eur zont euz ann iliz ez ea d’ann hospital, hag eno e voalc’he ho zreid da zaouzek paour. Ne rea nemed eur pred bemdez ha ne zebre morse a gig. Eur pallenn kolo blansonet a zerviche d’ezhan da vele epad ann nebeut amzer a roe d’ar c’housked. Er c’horaiz e kreske c’hoaz he binijennou, hag e tremene enn iliz ann deiz holl, kouls lavaret, hag ann hanter euz ann noz.
Eur vech er bloaz e rea tro he eskopti, hag e kement leac’h ma’z ea e prezege d’ar bobl. Diou vech er bloaz ive e c’halve enn dro d’ezhan holl veleien he eskopti evit en em glevet gantho divar benn ar pez a vije guella da ober evit lamet ar giziou fall, diarbenn ann dizursiou ha lakaat ar feiz hag ann devosion da ren muioc’h-mui etouez ann dud fidel. Doue a vennigaz ar boan a gemere evit santifia ann eneou a ioa enn he garg, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer, ken e kear Aosbourg, ken er parreziou divar ar meaz.
Etre daou e savaz brezel etre impalaer ann Allemagn hag he vab ; mes Ulrik a labouraz kement d’ho unani ma teuaz erfin a benn euz he daol. Goudeze paianed ann Hongrii a glaskaz adarre kemeret kear Aosbourg. Neuze, epad m’edo ar zoudarded o tifenn ar mogeriou hag ann doriou, ar Zant a ieaz he-unan d’ho c’haout, ar stol ganthan enn he gerc’henn, evit rei nerz d’ho c’haloun. Araok en doa lavaret d’ar merc’hed en em ranna e diou vandenn, ha mont, unan da ober tro kear gant ar c’hroaziou enn eur bedi Doue a vouez huel, hag eben d’ann iliz da c’houlenn sikour digant ar Verc’hez. Antronoz ec’h offerennaz mintin mad, hag e lavaraz d’ar re a ioa enn he offerenn lakaat ho holl fizians e Doue, hag e Doue hebken. A benn antronoz all, arme ann impalaer a erruaz dioc’h ann adren var arme ar baianed, hag a gempennaz ar re-ma enn eunn hevelep feson ne c’hellaz kouls ret nikun anezho distrei d’he vro. Hogen, ann impalaer he-unan a anavezaz oa dleour euz ar viktor-ze da bedennou sant Ulrik.
Ar zant-ma, o velet e tostea he heur diveza, a reaz skuill ludu e kroaz var zolier he gambr ha teuler dour benniget var c’horre. Neuze e lavaraz he lakaat da c’hourvez var al ludu-ze, hag e chomaz eno ken na roaz e peoc’h he ene d’he grouer, d’ar pevar a viz gouere euz ar bloaz 973, oajet a dri bloaz ha pevar-ugent.
Impalaer ann Allemagn he-unan a anavezaz oa dleour da bedennou sant Ulrik euz ar viktor gaer en doa gounezet var baianed ann Hongrii. E buez sant Pi V oc’h euz guelet ive e oue dleourez arme ar gristenien da bedennou ar pab-se euz ar viktor a c’hounezaz var ann Turked e pleg-vor Lepant. Peger braz n’eo ket eta galloud ar Zent dirak Doue er bed-ma zoken ! Mes ho galloud enn env a zo c’hoaz kalz brasoc’h, ha setu perak e tleomp goulenn sikour digantho gant fizians, ken enn ezommou hor c’horf, ken enn ezommou hon ene. Ar vignouned-se da Zoue, brema euruz ganthan enn he varadoz, hon diouallo dioc’h peb drouk hag a obteno evidomp dreist peb tra ar c’hras da veza treac’h da enebourien hor zilvidigez.
irill ha Method a ioa ganet e Thesalonik a dud a lignez
huel. Breudeur oant, hag ho daou e ouent kaset da
Gonstantinopl da ober ho studi. Eno e teujont da veza
habil e berr amzer, ha Sirill zoken a ioa ker brudet dre
he zeskadurez ma oue leshanvet ar Philosoph. Pa oue
echu ho studi gantho, Method a ieaz da vanac’h, ha Sirill
a resevaz ann Ursiou sakr hag a oue karget goudeze da
brezeg ar feiz d’ar Chazared, eur bobl paian hag a ioa o
chom enn tu all d’ar Mor Du. Raktal e stagaz d’al labour,
ha ne oue ket pell evit gounit ar bobl-se holl da Jezuz-Krist.
Neuze e tistroaz da Gonstantinopl, hag ec’h en em dennaz er gouent el leac’h m’edo dija he vreur Method.
Mes heb dale e oue karget adarre da brezeg ann Aviel d’ar baianed, hag enn dro-ma ez eaz he vreur asambles ganthan. Setu ama perak. Er Bulgarii eo e tlie Sirill rei misionou, ha Bogoris, roue ar vro-ze, en doa goulennet digant impalaer Konstantinopl eunn den hag a vije eur mestr da ober taolennou : c’hoant en devoa da gaout taolennou kaer enn he balez. Ann impalaer a gasaz d’ezhan ar manac’h Method ; rak ne anaveze nikun all ebed hag a vije gouiziekoc’h egethan var ar vicher-ze.
(D’ann ampoent ez oa er c’houenchou eur maread menac’h hag a rea taolennou a zevosion evit beza lakeat enn ilizou).
Pa erruaz Method er Bulgarii, ar roue Bogoris her pedaz da ober eunn daolenn hag a vije ann holl spountet ouz he guelet. Ar Zant en em lakeaz dioc’htu da ober taolenn ar varn jeneral. Var ann daolenn-ma e verkaz Jezuz-Krist, azezet var eunn tron skeduz hag ann elez enn dro d’ezhan a gleiz hag a zeou, ha dirazhan ann dud holl o c’hortoz enn eur grena ar zetans a dlie beza douget enn ho c’henver. Pa oue diskouezet ann daolenn d’ar roue, ha pa oue lavaret d’ezhan petra zinifie, Bogoris a skoaz eunn taol pounner enn he galoun hag a zigoraz var ann heur he zaoulagad da sklerijenn ar feiz. Method her c’helennaz var guirioneziou ar relijion, ha prest goude e oue badezet.
Goulskoude ar bobl a ieaz drouk ennhan pa glevaz oa deuet he roue da veza kristen ; mes Bogoris ne fallgalounaz ket evit kement-se. Delc’her a reaz penn d’ar bobl, hag a nebeut a nebeut ar Bulgared holl a gemeras skouer diouthan hag a resevaz ive ar vadiziant.
O velet ar guir Doue anavezet hag adoret e kement korn a ioa er Bulgarii, Sirill ha Method a skoaz d’ar Moravii, hag eno ho frezegennou a zougaz adarre frouez puill ha burzuduz. Abarz nemeur o devoue ann eur da vadezi roue ar vro hag ann darn vuia euz he zujidi. Neuze ar pab Nikolas Kenta ho galvaz da vont da Rom, hag ann daou vreur en em lakeaz raktal enn hent. Sirill a gasaz ganthan relegou ar pab sant Klemant, en doa kavet e bro ar Chazared el leac’h m’oa bet da genta o prezeg ar feiz.
Etre daou, e varvaz ar pab Nikolas, hag Adrian Eil a oue hanvet enn he blas. Ar pab-ma, o veza klevet oa erru ann daou visioner gant relegou sant Klemant, a ieaz he-unan d’ho diambroug asambles gant ann dud a iliz hag ar bobl. Sirill ha Method a gountaz d’ezhan ho labouriou abostolik, ha goudeze peb hini anezho a oue sakret eskop.
Mes Siriil en doa dija gounezet he gurunenn. Mervel a reaz e Rom e tro ar bloaz 868, hag he gorf a oue enterret er bez en doa lakeat ar pab da ober evithan he-unan.
Method a zistroaz d’ar Moravii, hag a gendalc’haz da brezeg ann Aviel er vro-ze. Kas a eure ive sklerijenn ar feiz d’ar Bohem ha d’ar Pologn, ha lod a lavar zoken ez eaz betek ar Rusii.
Evelato er Moravii eo e varvaz, enn eunn oad braz, mes ne c’houezer ket d’ar just e pe vloaz. He gorf a oue enterret gant kement a zolanite ha m’oa bet enterret korf Sirill e Rom, ha Doue a ziskleriaz he zantelez hag hini he vreur dre galz a viraklou.
Ar roue Bogoris a skoaz eunn taol pounner enn he galoun o velet
taolenn ar varn jeneral, hag a zigoraz dioc’htu he zaoulagad da sklerijenn
ar feiz. O pezet ive enn ho ti eunn daolenn bennag da zigas sonj
d’ehoc’h euz ho finveziou diveza, evel taolenn ar maro, taolenn ar varn
pe daolenn ann ifern, ha sellit piz ouz ann daolenn-ze eur vech enn
amzer. Eur zell hebken evelse a roio nerz d’ehoc’h da enebi kalounek
ouz tentasionou ann drouk-spered, hag a viro ouzhoc’h da goueza e
meur a bec’hed. Rak, ar Spered-Santel a lavar d’eomp : « Sonjit enn
ho finvezou diveza ha ne bec’hot morse. »
rankuillin oa tad sant Mark ha sant Marsellian, a reer
ho gouel d’ann trivac’h a viz even. Hen a ioa c’hoaz
paian petra bennag m’oa he zaou vab kristenien leun a
feiz, ha pa oue koundaonet ar re-ma d’ar maro gant ar
prefet Kromaz, ec’h obtenaz ma vije gortozet eur miz
abarz ho dibenna, enn esper ober d’ezho adori ann idolou
epad ann amzer-ze. Mes ar c’hountrol eo a erruaz ;
rak, o veza bet kelennet gant sant Sebastian, Trankuillin
a anavezaz he-unan ar virionez eur ar relijion gristen,
hag he c’hreg, he verc’hed-kaer hag he vugale-vihan a
gemeraz skouer diouthan.
Hogen, he c’hreg, he verc’hed-kaer hag he vugale-vihan a oue badezet prest goude gant ar belek Polikarp ; mes hen ne oue ket badezet asambles gantho. Ar remm a ioa krog enn he ilizi unnek vloaz a ioa, hag ann dra-ze a rea kement a boan d’ezhan ma c’houzanve veac’h beza douget. Kaset e oue goulskoude da vadezi enn eur feson bennag. Mes d’ar mare-ze e veze roet ar vadiziant o souba ar c’horf holl enn dour, ha diez braz e oue diviska he zillad diganthan.
Neuze ar belek Polikarp a c’houlennaz outhan ha kredi a rea euz a greiz he galoun e c’helle Jezuz-Krist he barea ha pardouni d’ezhan holl bec’hejou he vuez tremenet. Trankuillin a respountaz a vouez huel :
« — Kredi a rann euz a greiz va c’haloun eo Jezuz-Krist Mab da Zoue, hag e c’hell rei d’inn iec’hed ar c’horf ha iec’hed ann ene. Mes, gant ma pardouno d’inn va fec’hejou, ne rann ket a fors hag e chomfenn ato klanv goude beza resevet ar vadiziant. »
Eunn hevelep respount a reaz eur blijadur vraz d’ann dud fidel a ioa var al leac’h, ha setu hi d’en em strinka d’ann daoulin raktal evit pedi ann Aotrou Doue da rekoumpansi feiz Trankuillin enn eur rei d’ezhan var eunn dro iec’het ar c’horf ha iec’het ann ene. Ho fedenn a oue selaouet, ha Trankuillin en em gavaz pare var ann heur : diskenn a c’hellaz he-unan e pinsin ann dour da vadezi heb kaout sikour digant den.
Etre daou e oue galvet dirak ar prefet Kromaz ; rak echu oa ann termen roet d’ezhan evit lakaat he zaou vab da ginnig ezans d’ann idolou. « — Ac’hanta, eme ar prefet, petra oc’h euz da lavaret d’inn euz ho taou vab ? Treac’h oc’h bet d’ezho abarz ar fin ? » Trankuillin a respountaz : « — Ho trugarekaat a rann, Kromaz, abalamour m’oc’h euz gortozet eur miz gantho ; rak epad ann amzer-ze me a zo deuet ive da veza kristen ha bet em euz, ouspenn, ar c’hras da veza pareet dioc’h ar remm a ioa krog ennon abaoue keit all. »
Ar c’homzou diveza-ma a ieaz doun e kaloun ar prefet ; rak hen en doa ive ar c’hlenved-se. Goulskoude ne ziskouezaz netra abalamour ma’z oa paianed all eno ; mes ordren a reaz kas Trankuillin d’ar prizoun enn eur lavaret e vije barnet divezatoc’h. Pa deuaz ann noz avad, e lakeaz he gerc’hat ac’hano dre guz evit klevet ganthan petra en doa great evit en em barea dioc’h ar remm. « — N’em euz great netra, eme Drankuillin, nemed kredi e Jezuz-Krist, ha mar kirit me zigaso ive d’ho kaout ann hini en deuz desket dinn al louzou-ze. » Kromaz o veza asantet, Trankuillin a ieaz da glask Sebastian, hag ar zant-ma a c’hounezaz ive d’ar feiz ar prefet hag he vab Tiburs.
Heb dale e oue muioc’h a veac’h c’hoaz var ar gristenien, hag eur maread anezho en em dennaz er meaz euz a gear evit savetei ho buez. Mes Trankuillin hag he vugale a jomaz e Rom asambles gant sant Sebastian hag ar pab. En em zastum a rejont holl e palez ann impalaer he-unan, e ti eunn offlser a ioa he hano Kastul, hag enn ti-ma e tremenent ho amzer o pedi hag o iun da c’hortoz ar pez a blichese gant Doue a c’hoarvezche gantho.
Eunn devez, e klevchont lavaret oa bet merzeriet santez Zoe, greg Nikostrat, abalamour m’oa bet kavet daoulinet var bez sant Per. Kerkent Trankuillin a lavaraz oa eur vez e skuillje ar merc’hed ho goad evit Jezuz-Krist araok ar goazed, ha setu hen raktal er meaz euz a di Gastul hag euz a balez ann impalaer evit mont da bedi var bez sant Paol. Paket e oue eno gant ar baianed evel mac’h espere he-unan, ha, var a gounter, e oue lazet gant ar bobl a daoliou mein araok ma oue gellet he gas d’ar prizoun. He gorf a oue stlapet er ster ; mes tennet e oue ac’hano asambles gant hini santez Zoe, ha goudeze e oue enterret gant henor. Ar re hen enterraz avad a oue ho-unan lakeat d’ar maro. Merzerenti sant Trankuillin a erruaz e tro ar bloaz 286.
Pa oue goulennet outhan ha kredi a rea euz a greiz he galoun e c’helle Jezuz-Krist he barea ha pardouni d’ezhan noll bec’hejou he vuez tremenet, ar zant-ma a respountaz a vouez huel : « — Ia, kredi a rann e c’hell Jezuz-Krist rei d’inn ieched ar c’horf ha iec’hed ann ene. Mes, gant ma pardouno d’inn va fec’hejou, ne rann ket a fors hag e chomfenn ato klanv goude beza resevet ar vadiziant. » Evelse ive ar pez a dleomp da c’houlenn digant Doue dreist peb tra enn hor pedennou eo ar grasou m’on euz ezomm anezho evit ober hor. zilvidigez. Goudeze evelato n’e ket difennet ouzomp goulenn diganthan grasou all, evel ar iec’hed pe eur vuez hirroc’h, gant ma vezimp bepred rezinet d’he volontez e goeled hor c’haloun.
r zantez-ma e devoue ann henor da veza merc’h ha
merc’h-vihan, c’hoar ha, pried da eunn impalaer ;
mes ann dra-ze a zo nebeut a dra e skoaz ar brud hag ar
c’hloar a dennaz var he hano dre he aked da zifenn ar
feiz katholik a enep ann heretiked euz he amzer. Ne oa
nemed nao bloaz pa varvaz ann impalaer Arkaad, he zad ;
mes bez’e devoa dija eur furnez dreist he oad, ha
setu perak ar re a oue karget da c’houarn ar lez, da c’hortoz ma vije major he breur Theodoz, ne
reant morse netra heb goulenn kuzul diganthi. Ar vro o
veza e peoc’h d’ann ampoent, ann holl a grede n’oa ken
kaoz da gement-se nemed vertuziou ha santelez ar brinsez
iaouank.
Houma a veve enn he falez evel eul leanez enn he c’houent. Sevel a rea enn noz da bedi Doue, pell e chome da vedita, ha kustumm oa ive da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. D’ann oad a bevarzek vloaz, e voestlaz he guerc’hded da Zoue. Lakaat a eure ober eunn aoter euz ar re gaera evit iliz Konstantinopl, ha var ann araok euz ann aoter-ze oa merket e roe anezhi evel eunn testeni solanel euz ar veu e doa great.
Pulkerii a zervichaz da vamm d’he c’hoarezed ; mes poania a reaz muioc’h c’hoaz da gelenn ervad he breur, petra bennag ne oa nemed bloaz pe zaou kosoc’h evithan. Doue a vennigaz he foan, ha Theodoz a oue skouer ann impalaered kristen keit ha ma sentaz ouz he c’hoar. Mes ann teodou fall a droaz he galoun, hag ar Zantez en em dennaz er meaz euz ar palez hag er meaz euz a gear evit beva he-unan gant Doue. Gras e kave beza evelse pell dioc’h trouz ar bed, ha gellout tremen he holl amzer o pedi hag o vedita.
Mes allaz ! kerkent ha ma oue eat kuit euz a balez ann impalaer, ar peoc’h hag ann euruzded a dec’haz ive euz ar rouantelez. Neuze he breur a anavezaz he faot hag a c’halvaz anezhi da zont enn dro. Dont a eure ; mes ne jomchont mui pell asambles. Theodoz a varvaz prest goude, ha Pulkerii a heritaz euz he gurunenn. Pa oue pignet var ann tron, e timezaz da eur jeneral, he hano Marsian, goude beza en em glevet ganthan da veva ato ho daou evel breur ha c’hoar. Kredi a rea e vije easoc’h d’ezhi gouarn ar rouantelez p’e devije eur goaz d’he zikour.
D’ar mare-ze e savaz diou herezi nevez etouez ar gristenien,
hini Nestorius hag hini Eutiches. Nestorius a
lavare ez oa e Jezuz-Krist daou bersounach, persounach
Doue ha persounach ann den, hag Eutiches a lavare, er
c’hountrol, n’ez oa nemed eunn natur.
Pulkerii n’e devoue repoz ebed ken na oue flastret ho fenn d’ann hereziou nevez-se, ha koundaonet Nestorius hag Eutiches. Ober a eure kement dre he c’homzou ha dre he liziri dre he aliou hag he gourdrouzou, evit diarbenn ann heretiked ha startaat ann dud fidel er feiz, ma veritaz beza meulet gant ann eskibien e konsil Kalsedoan evel eunn eil santez Helena, ha trugarekeat gant ar pab sant Leon evit beza sikouret ann Iliz da c’hounit ar viktor var he brasa enebourien.
Ar zantez-ma a reaz sevel ive eur maread ilizou enn henor d’ar Verc’hez ha d’ar Zent, ha meur a hospital evit ar re glanv. He c’harantez evit ar beorien a ioa heb he far, ha ne falvezaz d’ezhi kaout ken heritourien nemetho. Mervel a reaz leun a veritou d’ann dek a viz gouere euz ar bloaz 453, oajet a nao bloaz ha tri-ugent.
Santez Pulkerii a zervichaz da vamm d’he c’hoarezed, ha poania a eure c’hoaz muioc’h da gelenn ervad he breur Theodoz abalamour hema ne c’hortoze nemed he oad evit beza impalaer. Evelse ive, pa varv ann tad hag ar vamm enn eunn tiegez el leac’h ma’z euz meur a grouadur, ar mab pe ar verc’h kosa a dle servichout da dad pe da vamm d’ho breudeur ha d’ho c’hoarezed iaouankoc’h evitho ; ha mar d-euz etouez ar re-ma unan bennag hag a zo galvet gant Doue da vont da velek pe da leanez, e tleont ive kaout c’hoaz muioc’h a zoursi euz a hennez pe euz a hounnez eged euz ar re all, ha labourat hervez ho galloud da zikour kas da benn ar pez a fell da Zoue ober euz ho breur pe ho c’hoar. Ouz ho gervel, Doue en deuz taolet enn ho c’haloun eunn haden euz ann env. Mes ann haden-ze a zo red lakaat evez anezhi evit ma tiouano ha ma teuio da vad.
r zantez-ma a ioa merc’h da Ber Trede, roue Arago
e Spagn, hag a oue hanvet Elizabeth abalamour eur
voereb d’ezhi, hag e devoa ann hano-ze,a ioa nevez lakeat e renk ar Zent gant ar pab. Kerkent ha ma oue ganet,
Doue a roaz da anaout e vije eunn deiz eunn eal a beoc’h
evit ar rouaned hag ho rouanteleziou ; rak divar neuze he
zad hag he zad koz a deuaz da veza mignouned adarre,
ha goulskoude pell a ioa ez oa kasouni entrezho.
He zad a ioa foug ennhan o velet furnez he verc’h dre ma kreske enn oad, hag enn eur gomz anezhi e lavare : « — Me zo sur, houma a vezo treac’h dre he vertuz da gement maouez a zo bet biskoaz enn hon lignez. » Evit guir, ar brinsez iaouank a veve dija evel eur zantez. Ober a rea fae var ann dillad kaer, tec’het a rea dioc’h ann ebatou hag ar plijadureziou, ha ne garie nemed ar bedenn, ar iun hag ann oberiou a drugarez. Evelse e oue brudet heb dale e kement korn a ioa enn Europ, ha meur a brins he goulennaz evit pried.
Dimezi a eure erfin da Zenis, roue ar Portugal. Mes, evithi da veza rouanez, ne zirenkas netra enn he devosionou hag enn he finijennou. Epad ann hanter euz ar bloaz, kouls lavaret e veve divar bara ha dour. Bemdez e save mintin mad, ha goude beza great eur pennad medita ha lavaret he offis evel eul leanez, ez ea d’ann iliz d’ann offerenn. Enn offerenn-ma e kommunie aliez, ha pa veze echu, e lavare c’hoaz offis ar Verc’hez hag offis ann anaoun. Goude lein, ez ea adarre d’ann iliz da lavaret gousperou ha komplidou, ha da adori Jezuz-Krist er zakramant euz he garantez.
N’e devoa ket nebeutoc’h a aked d’ann oberiou a drugarez ; rak he-unan e serviche hag e louzaoue ar re glanv, hag ann aluzennou a roe d’ann dud paour hag ezommek a ioa dreist kount. Eunn devez ez oa eunn tavancherad arc’hant ganthi da ingala etre ar beorien pa en em gavaz ar roue var he hent. « — Petra zo ganehoo’h aze enn ho tavancher, eme ar roue? » « — Roz, eme ar Zantez. » N’edo ket neuze mare ar roz ; mad, pa zispakaz Elizabeth he zavancher, e teuaz anezhan bokedou roz euz ar re gaera.
Eunn droiad all edo o voalc’hi he zreid da eur baourez geaz hag e devoa eur gouli heuzuz enn he gar. Evit trec’hi ann donjer e doa ouz ar gouli-ze, ar Zantez a stagaz he muzellou outhan, ha kerkent e pareaz. Er memes tra c’hoaz, enn eur c’hlenved e devoue, Elizabeth ne felle ket d’ezhi eva guin petra bennag m’e devoa bet urs da eva digant ar medisin. Mes o burzud ! ann dour a oue roet d’ezhi var he goulenn a droaz e guin enn eunn taol kount.
Devosionou ha pinijennou ar rouanez-ma ne virent ket outhi da ober bepred he dever e kenver he fried hag he bugale. Ne erpernaz netra evit sevel he bugale e doujans Doue, hag e kenver he fried e oue ato leun a zousder, a garantez hag a zentidigez. Goulskoude ar roue siouaz ! a rene eur vuez fall, hag ann dra-ze a rea eur boan vraz d’ar Zantez. Mes dougen a c’houie he c’hroaz heb en em glemm, ha ne ehane da bedi Doue da jench kaloun he fried. Doue a zelaouaz erfin he fedenn, hag ar roue a guiteaz a-grenn he zizursiou.
Bez’ e devoue ive ann eur da lakaat ar peoc’h, da genta, etre he fried hag he breur-kaer, ha goudeze etre he fried hag he mab, hag etre he zad ha roue Kastill ; rak n’e doa ket he far evit unani ar re a veze savet trouz pe gasouni entrezho, ken rouaned, ken tud all.
Ar roue Denis o veza deuet da vervel, Elizabeth a zervichaz da skouer d’ann intanvezed evel m’oa bet dija skouer ar guerc’hezed enn he iaouankiz ha skouer ar merc’hed dimezet er stad a briedelez. Goude beza guisket sae Trede-Urs sant Fransez, ez eaz da bardouna da Zant-Jakes a Gompostell, hag eno e roaz e prof he c’hurunenn aour, he dillad a rouanez hag eur maread traou all c’hoaz evit repoz da ene he fried. Mervel a reaz he-unan d’ar pevar a viz gouere euz ar bloaz 1336, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Santez Elizabeth e devoa eur boan vraz o velet ar vuez fall a rene
ar roue, he fried. Goulskoude ann dra-ze ne vire ket outhi da veza ato
leun a zousder, a garantez hag a zentidigez enn he genver. Dougen a
rea bepred he c’hroaz heb en em glemm, mes ne ehane da bedi Doue
da jench kaloun ar roue. Grit eveldhi, gragez kristen, mar oc’h euz eur
pried hag a ren eur vuez direol ; hag abarz ar fin, Doue en devezo ive truez
ouzoc’h, nag a zelaouo ho pedenn evel ma selaouaz hini ar zantez-ma.
r zant-ma a ioa ganet e parrez Plouider e Breiz-Izel.
He dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue, nevez
erruet eno euz a Vro-Zaoz ; mes paour oant a vadou ar
bed. Eunn den pinvidik euz ar vro, he hano Godian, en
devoue truez outho hag a roaz d’ezho pe a dra da veva.
Servichout a reaz zoken da baeroun d’ho c’hrouadur,
hag hema a oue hanvet Goulc’hen. Ouspenn-ze, o veza
n’en doa ket a vugale he-unan, e kemeraz he fillor enn
he di evit he zevel egiz pa vije bet mab d’ezhan.
Kerkent ha ma teuaz eunn tammik skiant d’ar paotrik, Godian her chasaz d’ar skol. Hogen, Goulc’hen a zeske ker buhan ma ne zaleaz ket da veza treac’h d’ann holl baotred all euz he oad, hag abarz nemeur zoken e oue ken habil hag he vistri. Mes, mar d-oa aketuz da studia, oa aketusoc’h c’hoaz da bedi Doue. He vrasa plijadur oa beza enn iliz, hag a hent all oa ken humbl ha ker chentil e kenver peb hini ma’z oa karet gant ann holl ha respetet dija evel eur zant.
O velet vertuz ha deskadurez he fillor, Godian a zonje ober he heritour anezhan ; mes n’e ket madou ann douar a glaske Goulc’hen, madou ann env oa. O veza eta kollet he dad hag he vamm, e lavaraz kenavo d’he baeroun evit mont da ober he ermitach etouez ann drez hag ar spern, enn eur c’hoat a ioa e kichen ar mor. Er plas distro-ze e savaz eunn orator pe eur chapelik hag a zo hanvet c’hoaz hirio ar Peniti, da lavaret eo, ti ar binijenn.
Eno e veve kentoc’h egiz eunn eal eged egiz eunn den. He holl amzer a dremene o vedita, o lenn ar Skritur Sakr hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Ne rea nemed eur pred bemdez, ha d’ar pred-ma ne zebre nemed bara ha louzeier bihan, ha ne eve nemed dour. Eur vech bemdez ive e rea eur bourmenadennik er c’hoat a ioa enn dro d’he ermitach. Er c’hoat-se en doa plantet teir groaz, ha dirak peb hini euz ar c’hroaziou-ma e chome eur pennad da bedi.
Ar brud euz he zantelez a lakea ann dud da ziredet a bep tu evit goulenn kuzul diganthan pe en em erbedi d’he bedennou. Mes etre daou eur vandenn baianed euz a gostez ann Hanter-Noz a ioa saillet var douar Leon, hag a rea skrab e peb leac’h. Ar c’hount Even euz a Lesneven a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit. Hogen, araok mont d’ezho, e teuaz da gaout sant Goulc’hen. « — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h, den Doue! eme ar c’hount ; pedit, mar plij, evit ma vezinn treac’h d’ar baianed a ra kement a zrouk enn hor bro. »
« — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h, kount Even ! a respountaz ar Zant ; it d’ann emgann heb aoun ebed, ha pa vezo echu, c’houi am c’havo ama adarre. »
Goulc’hen a ioa d’ann ampoent var bennou he zaoulin eharz unan euz ar c’hroaziou m’on euz komzet anezho, ha chom a reaz eno evelse, he zivreac’h astennet, ken na zistroaz ar c’hount Even dioc’h ann noz. « — Va Zad, eme ar c’hount, gounezet on euz var ar baianed dre c’hras Doue ha gant sikour ho pedennou. » « — Kount Even, a respountaz ar Zant, trugarekait Doue ha dalc’hit mad ato da viret he c’hourc’hemennou. »
Evit trugarekaat Doue, ar c’hount Even a reaz sevel eunn iliz hag eur gouent tost da ermitach sant Goulc’hen. Ann iliz-se a zo deuet abaoue da veza eunn iliz parrez, hag ar barrez-ma a zo hanvet ive Goulc’hen euz a hano ar Zant.
E tro ar mareou-ze e varvaz eskop Leon, ha sant Goulc’hen a oue choazet evit delc’her he blas ; rak belek oa pell a ioa, petra bennag ne c’houezer na pe da vare na gant piou oa bet beleget. Mes ne felle ket d’ezhan beza eskop a briz ebed, ha setu hen da Rom var digarez seveni eur veu en doa great : esper en doa e vije hanvet eunn all epad ma vije oc’h ober he dro. Mes ar pab, o veza klevet penaoz edo ann traou ker sakraz he-unan pa erruaz e Rom, hag evelse e oue red d’ezhan plega he ziouskoaz dindan ar zamm a ioa c’hoant da lakaat varnho.
Gouarn a eure he eskopti gant eur furnez vraz, ha ne espernaz nag he boan nag he amzer evit kelenn ann dud fidel a ioa enn he garg ha lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Erfin, o veza bet ezomm da vont da Roazon, e klanvaz er gear-ze hag e varvaz leun a veritou d’ar c’henta a viz gouere euz ar bloaz 616, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou epad he vuez ha goude he varo.
Ann holl n’int ket galvet da guitaat ar bed evel a reaz ar zant-ma enn he iaouankiz, hag evel o deuz great eleiz a zent all ; mes ann holl a dle diouall da staga re ho c’haloun ouz traou ar bed. N’emaomp var ann douar nemed evel tremenidi ; hor guir bro a zo enn env. Kerzomp eta bepred varzu eno, ha ne reomp implij euz a draou ar bed nemed e kement ha ma c’hellont servichout d’eomp da c’hounit ar baradoz. oc’h ober fae varnho, ouz ho lakaat dindan hon treid e raimp gantho eur skeul da bignat beteg ann env.
elisite a ioa eunn introun euz ann noblans vrasaa Rom.
Mes goude maro he fried e kuiteaz he dillad kaer
hag e lavaraz kenavo d’ar bed evit en em rei holl d’ann
oberiou a zevosion hag a drugarez. Seiz mab e devoa
hag a c’helle erruout er c’hargou huela euz ar rouantelez ;
mes hi a zeskaz d’ezho abred ober fae var ann
henoriou, ha ne ehane da c’houlenn evitho digant Doue
ar c’hras da veza eunn deiz sent enn he varadoz.
Ar vuez santel a rene ann intanvez-ma gant he bugale a startea ar gristenien er feiz, hag a rea zoken da galz paianed dilezel servich ann idolou. Ann impalaer Antonin, o veza klevet menek euz ann dra-ze, a ordrenaz d’ar prefet Publius gelver dirazhan ar vamm hag he zeiz mab evit ober d’ezho adori ann doueou faoz. Hogen, ar seiz mab a ioa ho hano : ar c’hosa, Janvier ; ann eil, Felis ; ann trede, Philipp ; ar pevare, Silvan ; ar pemped, Aleksandr; ar c’houec’hved, Vital; hag ann diveza, Marsial.
Ar prefet a lavaraz da genta da Felisite : « — O pet truez ouz ho pugale a zo c’hoaz e kreiz ho brud hag a c’hell esperout beza hanvet d’ar c’hargou huela euz ar vro. » « — Ne ve mamm ebed, eme ar Zantez, ken digernez ha me, ma lavarfenn d’ezho senti ouzhoc’h. » Hag enn eur drei ouz he zeiz mab : « — Paotred, emezhi, sellit etrezek ann env ; eno ema Jezuz-Krist ouz ho kortoz ; dalc’hit mad eta d’ar garantez oc’h euz evithan. »
Publius, drouk ennhan, a lavaraz rei taoliou dorn da Felisite abalamour m’e devoa bet ann hardisegez da gomz evelse ouz he bugale. Goudeze e c’halvaz ar re-ma da vont d’he gaout peb hini d’he dro. Janvier, ar c’hosa, a glaskaz da c’hounit dre bromesaou kaer ha dre c’hourdrouzou er memes amzer. Mes Janvier a respountaz : « — Eunn den diskiant e venn oc’h adori ann idolou, hag esper am euz e roio Doue d’inn ar c’hras d’en em viret dioc’h eunn dra ken heuzuz. » Publius a reaz adarre kement a ioa enn he c’halloud evit lakaat Felis, ann eil, da ginnig ezans d’ann doueou faoz. Mes Felis a respountaz ive raktal : « — N’euz nemed eunn Doue, hag ann Doue-ze hebken a dleomp da adori euz a greiz hor c’haloun. »
« — C’houi da vihana, eme ar prefet da Philipp, ann trede, a ginnigo ezans d’ann doueou egiz ma fell d’ann impalaer Antonin, va mestr hag hoc’h hini. » « — Ar re a hanvit doueou n’e ket doueou int, eme Philipp, mes idolou didalvez ; hag ann nep a ador idolou evelse a vezo daonet da viken. »
Publius a lavaraz goudeze da Zilvan, ar pevare : « — Me vel ervad oc’h en em glevet holl gant ho mamm evit mont a enep urs ann impalaer ; mes ann dra-ze ne zervicho d’ehoc’h nemed d’en em goll hoc’h-unan. » « — Ma vemp sempl aoualc’h, eme Zilvan, evit kaout aoun rak ar maro, ne vemp ket espernet gant justis Doue ; rak gouzout a reomp peger rust e vezo ar justis-se e kenver ar bec’herien. Mes gouzout a reomp ive pebez gloar a roio d’ar re just, ha setu perak e chomomp bepred stard enn hor feiz. »
« — O pezet damant d’ho iaouankiz, eme ar prefet neuze da Aleksandr, ar pemped ; sentit ouz ann impalaer, evit beza deuet mad ganthan ha savetei ho puez. » « — Me zo servicher da Jezuz-Krist, a respountaz Aleksandr ; bez’ ema ato em c’haloun dre he c’hras, ha ne ehanann d’he adori. »
« — Evidhoc’h-hu, Vital, me zo sur ne garfac’h ket mervel, » a lavaraz goudeze ar prefet d’ar c’houec’hved. « — Piou, eme Vital, a glask ar vuez vella, pe ann hini a zervich ar guir Doue, pe ann hini a zervich ann drouk-sperejou? » « — Petra eo ann drouk-sperejou? » eme Bublius. « — Ann doueou a ador ar baianed, » eme Vital.
Ar prefet a lavaraz erfin da Varsial, ann diveza : « — Ker e kousto d’ehoc’h mont a enep urs ann impalaer. » « — Ar re a ador ann drouk-sperejou a gousto keroc’h d’ezho c’hoaz, a respountaz Marsial ; rak, emezhan, kement hini ne anavez ket Jezuz-Krist evit ar guir Doue a vezo stlapet enn tan, hag ann tan-ze ne vougo biken. »
Publius a ioa mantret ha sebezet-holl o klevet respounchou
ar seiz breur. Ar respounchou-ma hag hini ho
mamm o veza bet lakeat dirak daoulagad ann impalaer,
Antonin a gargaz pevar barner all da zougen ar zetans,
ha Felisite hag he bugale a oue koundaonet d’ar maro.
Janvier, ar c’hosa euz ar re-ma, a oue skourjezet gant
fouetou ploumm ken na laoskaz he huanad diveza. Felis
ha Philipp, ann eil hag ann trede, a oue lazet a daoliou
baz. Silvan, ar pevare, a oue beuzet enn Tibr, hag ann
tri all, Alesandr, Vital ha Marsial, a oue dibennet. Ho
merzerenti a erruaz er bloaz 164 varlerc’h donedigez hor
Zalver.
Felisite a velaz he zeiz mab o vervel, hag a oue dibennet he-unan pevar miz goude. Lavaret a c’heller eta e oue eiz guech merzerez ; rak maro peb hini euz he bugale en devoa great kement a boan d’ezhi hag he maro he-unan.
Oh! nag euruz eo ar vamm e deuz roet d’ann env ken aliez a zant hag a grouadur e deuz bet. Hounnez eo gloar Felisite, ha kalz a vammou o defe c’hoaz hirio ar joa hag ann henor-ze ma karfent, evel ar zantez-ma, deski abred d’ho bugale ober fae var draou ar bed hag ho boaza da drei aliez ho spered hag ho c’haloun varzu Doue hag ar baradoz. Eleiz a gerent a glever o klemm rak m’o deuz bugale dizuj. Mes, outho ho unan e tlefent en em gemeret. Brema koulz ha guech all ann dud iaouank a ve fur ma karfet ho c’helenn e doujans Doue.
hurian pe Thivisio a ioa ganet e Lanvollon enn eskopti
Sant-Briek. Var a gounter he dad hag he vamm
a ioa tud pinvidik hag a lignez huel ; goulskoude ne oue
ket kaset d’ar skol enn he vugaleach. Mes, pa oue deuet
da baotr iaouank, ez eaz anezhan he-unan da gear Dol,
enn esper tremen eno ann nemorant euz he vuez tost da
vez sant Samson ; rak eunn devosion vraz en doa evit
ar zant-ma.
En em lakaat a eure da genta e servich eunn den divar
ar meaz, hag ann den-ze her c’hasaz da ziouall ann denved.
Hogen, diez oa he spered abalamour ne c’houie
ket lenn ; mes eur c’hloarek bennag a zeskaz d’ezhan
he lizerennou, ha zoken ar grammer hag eur sklabez
latin. Neuze, epad ma veze gant he loaned, e kane salmou
hag himmou ann Iliz ken a dregarne ganthan ar
vro holl tro var dro.
Thiarmael, eskop Dol, o veza he glevet eunn droiad, a gavaz he vouez ker kaer ha ken dudiuz ma c’hoanteaz he velet. Kaout a reaz ann doare anezhan ker brao ha m’en doa kavet he vouez, ha raktal her c’hemeraz enn he di evit he lakaat var ar studi. Thurian ne c’houlenne ket guell, hag a boaniaz kement da zeski ma oue heb dale habil aoualc’h evit beza belek. Neuze e oue hanvet da zuperior var ar glouer iaouank ; rak bez’ez oa dija evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou.
O velet gant pebez aked e rea he zever er garg-se, Thiarmael her choazaz goudeze evit he vikel vraz ; lod a lavar zoken e sakraz anezhan eskop abarz mervel. Ar pez zo sur eo Thurian a oue eskop e Dol goude maro Thiarmael, ha gouarn a eure he eskopti gant karantez eunn tad ha ne glask nemed mad he vugale, ha gant furnez eur pastor hag a zo bepred var evez gant aoun na ve taget he zenved gant ar bleiz. Tremen a rea ann deiz o kelenn ar bobl, hag ann noz o pedi Doue.
D’ar mare-ze ez oa er vro eunn dijentil, he hano Rivallon, hag en doa nevez lakeat ann tan enn eur gouent, ha devet anezhi, iliz hag all. Sant Thurian a ieaz var he droad betek maner ann dijentil-ze, a ioa o chom c’houec’h pe zeiz leo dioc’h Dol. Rivallon a oue mantret oc’h he velet. « — Aotrou’nn Eskop, emezhan, petra ra d’eoc’h beza deuet keit-ma var ho troad ? » « — Den fallakr, eme ar Zant, c’houi a c’hoar aoualc’h. » Neuze e rebechaz he dorfed d’ann dijentil gant kement a nerz ma en em strinkaz Rivallon d’ann daoulin enn eur c’houlenn pardoun, hag enn eur lavaret oa prest da rapari ar gaou en doa great ha da ober evit he bec’hed ar binijenn a vije roet d’ezhan gant ann eskop. Ar Zant her c’houndaonaz a berz Doue da ober eur binijenn galet epad seiz vloaz, ha da zevel eur gouent hag eunn iliz nevez e plas ar re m’en doa lakeat ann tan ennho. Ann dijentil a zentaz, hag a renaz hiviziken eur vuez a skouer vad.
Ar miraklou a rea sant Thurian a greske c’hoaz ann doujans hag ann istim o doa ann holl evithan. Eunn devez edot o kas d’ann iliz korf maro eur plac’h iaouank. Tud houma a ioa beuzet enn ho daelou ; rak n’o doa ken merc’h nemethi. Mes ar Zant, goude beza pedet kalounek asambles gant ar veleien ha gant ar bobl, a reaz d’ann hini varo sevel adarre enn he za ha dont euz he arched leun a vuez.
Sant Thurian a varvaz e Dol enn eunn oad braz, e tro ar bloaz 749, hag he gorf a oue enterret enn iliz kathedral. Mes divezatoc’h e oue kaset da Baris, gant aoun na gouezche etre daouarn ann dud divadez a ioa saillet d’ann ampoent var douar Breiz. E Paris e oue kement a zevosion evit ar zant-ma ma veze selebret he c’houel evel eur gouel mirabl, ha douget he relegou e prosesion evit goulenn glao pa veze re a zec’hor. Meur a vech ive e oue kerc’het he relegou euz ann iliz da vouga ann tan goall, hag ann tan a varve dioc’htu.
Ann dijentil a zo hano anezhan e buez sant Thurian a lavare oa prest da rapari ar gaou en doa great, ha da ober ar binijenn a vije roet d’ezhan gant ann eskop. Ma ne vije ket bet ar volontez-se enn he galoun, n’en devije ket bet eur guir gontrision. Rak, ann nep en deuz great gaou ouz he nesa, enn he gorf, enn he vadou pe enn he henor, a renk ato rapari ar gaou-ze hervez he c’halloud ; anez, n’en deuz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue. Ouspenn-ze, petra bennag ma vez dija pardounet eur pec’hed marvel dre ann absolvenn, eo red c’hoaz peurvuia paea da justis Doue evit ar pec’hed-se eur pennad poan bennag, er bed-ma, pe er bed all e tan ar purkator.
r zant-ma a ioa ganet e Florans, enn Itali, a gerent
nobl ha pinvidik. Evit plijout d’he dad, ec’h heuliaz
ann arme enn he iaouankiz, hag epad ann amzer-ze e
oue lazet he vreur kosa gant eur c’henderv d’ezhan.
Raktal e reaz he zonj da venji he vreur, ha da laza ar muntrer d’he dro. Erruout a eure gant hema, da zeiz
Guener ar Groaz, enn eunn hent ker striz ma ne c’helle
nikun anezho techet dioc’h egile. Ho daou edont var
varc’h ; mes ar muntrer ne oa nemethan, ha ne oa
arm ebed ganthan, Iann, er chountrol, a ioa armet
mad, ha soudarded oc’h ober koumpagnunez d’ezhan.
A veac’h en deuz anavezet ann hini en doa lazet he
vreur ma krog enn he gleze evit her planta e kaloun ar
muntrer. Mes ar reuzeudik-ma a ra eul lamm divar he
varc’h, hag en em strink d’ann daoulin, he zivreac’h
astennet e kroaz, enn eur lavaret : « — Enn hano Jezuz-Krist,
maro evidomp hon daou da genver ann deiz-ma,
lezit va buez ganen. »
Ar c’homzou-ze a oue evel eunn tarz kurun evit Gualbert : « — Enn hano Jezuz-Krist ! emezhan ; ah ! n’ounn ket evit miret da rei d’ehoc’h ar c’hras a c’houlennit enn hano Jezuz-Krist ; mes n’e ket hebken lezel ho puez ganeoc’h eo a fell d’inn : c’hoant am euz ouspenn, e vemp mignouned hiviziken. » Ha var gement-se Iann a ziskenn ive divar he varch evit briata muntrer he vreur.
Prest goude ez eaz da lavaret he Bater dirak eur grusifi a ioa e chapel kouent Sant-Miniat, tost da Florans. Hogen, a greiz m’edo guir vella o pedi, ar C’hrist a zoublaz he benn evit he drugarekaat abalamour m’en devoa pardounet a galoun vad. Ar burzud-ma a skoaz adarre kaloun Gualbert, ha setu hen hag ober he zonj da guitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue.
Kemeret a reaz eta sae ar venac’h euz a Urs sant Beneat e kouent Sant-Miniat, hag he-unan e trouc’haz he bennad bleo hirr. Ne oue ket pell er gouent na oue remerket ennhan holl vertuziou eur manac’h santel, ha da varo ann abad e oue choazet evit delc’her he blas. Mes Iann a ioa guelloc’h ganthan senti eget beza mestr, hag en em dennaz e Kamaldoli, el leac’h m’edo neuze sant Romuald oc’h ober he ermitach. Ac’hano e teuaz da Vallombreuz, hag e Vallombreuz e savaz eur gouent neve evit loja ann dud a zirede a bep tu da zeski ganthan skiant ar Zent.
O veza bet hanvet superior gant ar re-ma, kaer en doa bet argila, Gualbert a reaz d’ezho miret ar reolenn a vuez en doa roet guech all sant Beneat d’he ziskibien. Ann hini a heuliet d’ann ampoent e kouenchou ann Urs ne oa ket, kalz a vanke, ker striz hag hounnez. Goulskoude niver ar re a c’houlenne beva dindan ar reolenn goz a greske bemdez, hag heb dale lann a renkaz sevel evitho meur a gouent all heb kounta hini Vallombreuz.
Ar Zant a c’houarne ann holl gouenchou-ze gant eunn dorn stard ; mes ive bez’e veze ato ar c’henta oc’h ober ar pez a c’hourc’hemenne d’ar re all. Ne oa manac’h ebed ken humbl ha ken devot hag hen, hag he vrasa plijadur oa iun, chom pell da bedi pe da vedita enn noz, ha kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou.
Doue a rekoumpansaz he zervicher dre ann donezoun a viraklou ha dre galz a zonezounou all. Evelse, anaout a rea ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar galoun. Eunn droiad, eunn den iaouank a c’houlennaz beza resevet enn he Urs, ha resevet e oue. Mes, pa’z eaz da govez, ann den iaouank ne ziskleriaz ket piz he bec’hejou. Ar Zant her galvaz da vont d’he gaout. « — N’oc’h euz ket great eur gonfesion vad, emezhan ; nac’het oc’h euz ar pec’hed-ma hag ar pec’hed-z-hont. » Ann den iaouank a jomaz mantret oc’h he glevet, ha red e oue d’ezhan anzao en doa great eur gonfesion sakrilach.
Iann Gualbert a ioa o vizita kouenchou he Urs pa gouezaz klanv, ha goall glanv zoken e Pasignano. Eno e varvaz leun a veritou, d’ann daouzek a viz gouere euz ar bloaz 1073, oajet a bevarzek vloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma a bardounaz a greiz kaloun d’ann hini en doa lazet he vreur. Setu aze ive penaoz e tleit pardouni d’ho nesa pa en deuz great d’ehoc’h eunn drouk pe eur boan bennag. Ma ne bardounit ket d’ar re all, ne viot ket pardounet hoc’h-unan gant Doue, ha ma ne vezit ket pardounet gant Doue, petra deuot-hu da veza ? Goulskoude, n’e ket red d’ehoc’h kemeret da vignoun ann hini en deuz hoc’h offanset, evel a reaz Iann Gualbert. Ar pez hebken a c’houlenn Doue diganehoc’h eo ma ne zalc’hot ket a gasouni outhan, ma ne glaskot ket en em venji, ma ne garot ket guelet drouk oc’h erruout ganthan, ma pedot evithan pa bedit evit ann holl guitibunan, ha ma viot prest da rei sikour d’ezhan ma her guelfac’h e riskl braz da goll he vuez, he vadou pe he ene.
naklet a ioa ginidik euz a gear Atheenn, er Gres, hag
a oue gounezet d’ar feiz gant ann abostol sant Per.
Ann abostol-ma her greaz avieler ; rak bez’ ez oa unan
euz ann habila tud iaouank euz he vro, hag eur vech ma
oue deuet da anaout ar virionez euz ar relijion gristen,
n’en devoue mui ken ioul nemed da labourat evit lakaat
ar relijion-ze d’en em astenn e kement korn a ioa er
vro.
O veza bet beleget eunn tammik divezatoc’h, e prezegaz gant kalz a frouez, ken enn amzer sant Per he-unan, ken enn amzer sant Lin, sant Klet ha sant Klemant. Erfin, goude merzerenti ar pab-ma, e oue choazet gant ann holl, tud a iliz ha tud fidel, evit delc’her he blas.
Ezomm a ioa d’ann ampoent euz a eur pab hag a vije lemm he spered ha krenv he galoun evit startaat ar gristenien er feiz ha delc’her penn d’ar baianed ; rak ar re-ma a ioa dirollet adarre da ober goall vuez d’ann dud fidel. Anaklet a oue ar pab-se, ha bag sant Per a gavaz ennhan eur sturier ha n’en doa aoun ebed rak ann avel foll hag ann tarziou mor kounnaret.
Kenta tra a reaz a oue ordren d’ar gristenien holl kommunia bemdez enn offerenn ; rak gouzout a rea ne oa netra guelloc’h evit rei nerz d’ezho da anzao ho feiz dirak ar varnerien, ha da c’houzanv ar maro gant joa evit Jezuz-Krist. Ordren a eure ive ma vije ato tri eskop da nebeuta evit sakri eunn eskop nevez, ha ma vije roet ann Ursiou dirak ann holl dud fidel asamblet. Erfin, ar veleien, ann avielerien hag ann abostolerien o devoue difenn, euz he berz, da zougen bleo hirr.
Evit diskouez he anaoudegez vad e kenver sant Per, abalamour m’en doa great eur c’hristen hag eur belek anezhan, sant Anaklet a lakeaz sevel eunn iliz var he vez, ha dre eun taol euz a Brovidans Doue ann iliz-ma a jomaz ato enn he za e kreiz ar persekusionou. Lakaat a reaz ive kempenn plasou a gostez evit enterri ar pabed a deuje var he lerc’h, hag enn holl guerejou ar gristenien e choazaz plasou a henor evit enterri ar verzerien.
Ar zant-ma a echuaz he-unan he vuez dre ar verzerenti e tro ar bloaz dek pe zaouzek ha kant, goude beza gouarnet ann Iliz epad nao bloaz, tri miz ha dek devez. Skrivet en deuz eunn nebeut liziri, el leac’h ma komz euz a c’halloud ar pab : merka a ra ennho ne c’hell ar pab beza barnet nemed gant Doue hebken.
Enn amzer genta euz ann Iliz, ar gristenien a iea bemdez d’ann offerenn hag a gommunie holl enn offerenn-ze : ar re glanv a veze kaset ar gommunion d’ezho d’ho zi. Pa veze muioc’h a veac’h var ann dud fidel, ar re-ma o doa kounje zoken da gas hostiou konsakret gantho d’ar gear, evit en em gommunia ho-unan ma vijent paket, taolet er prizoun ha koundaonet d’ar maro. Ar gommunion eo a roe nerz d’ezho da anzao ho feiz dirak ar varnerien heb aoun ebed, ha da vervel gant joa evit Jezuz-Krist.
N’euz ket par d’ar gommunion ken nebeut evit rei nerz d’ann den
da drec’hi he dechou fall. Klevet e vez avechou tud o lavaret : « — Me
garfe ervad chench buez, mes n’ounn ket evit va zech. » « — N’e ket
souez ne veac’h ket evit ho tech ma ne d-it da govez ha da gommunia
nemed eur vech pe ziou er bloaz. Penaoz e iell d’ehoc’h-hu beza
pare ma ne implijit ket al louzou a renkit da gemeret evit parea? » H^Mes, eme c’houi, me n’ounn ket santel aoualc’h evit kommunia
ken aliez-se. » « — Selaouit petra lavar var gement-ma sant
Fransez a Zal. « Daou seurt tud, emezhan, o deuz ezomm da gommunia
aliez : ar re a zo dija santel, krenv ha iac’h, gant aoun da goll
ho zantelez, ho nerz hag ho iec’hed ; hag ar re n’int ket c’hoaz santel
aoualc’h, pe a zo c’hoaz sempl ha klanv, evit dont da veza santel,
krenv ha iac’h evel ar re genta. »
r zant-ma a ioa ganet e Bagnarea enn Toskaan er
bloaz 1221. He hano badiziant oa Iann ; mes d’ann
oad a bevar bloaz e kouezaz klanv, hag e oue dare d’ezhan
mervel. He vamm hen erbedaz da bedennou sant Fransez
a Asiz, a ioa beo c’hoaz d’ann ampoent. enn eur
lavaret e raje d’he mab kemeret sae ar venac’h euz a Urs
ar zant-se ma teuje da barea. Ar paotrik a bareaz enn
eunn taol kount, ha kerkent he vamm a lavaraz e langach
ann Itali : « O buona ventura ! » Ar pez a zinifi e
brezounek : O pebez chans ! pebez bonheur ! Divar neuze
Iann ne oue great mui nemed Bonavantur anezhan, hag
al leshano-ma a zo bet dalc’het varnhan abaoue.
D’ann oad a eur bloaz var’nn ugent, e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez, evit seveni ar bromesa e devoa great he vamm. Devot-braz oa dija epad m’edo er gear ; mes er gouent ec’h erruaz heb dale enn huela pazenn euz ar zantelez. O veza bet kaset da Baris da studia ann theoloji, Aleksandr a Hales, he vestr, a oue souezet o velet peger santel oa. « — Sur, emezhan, pec’hed Adam n’e ket bet staget oc’h Bonavantur. »
Ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he garantez
tener evit Jezuz-Krist. Tremen a rea eur maread
amzer dirak ann tabernakl, ann daelou o redet euz he
zaoulagad, ha ne ehane, dreist holl goude ma oue beleget,
da vedita var basion ha maro hor Zalver. He galoun
a ioa henveloc’h ouz kaloun eur seraphin eged ouz
kaloun eunn den, ha setu ar pez a zo kaoz ma oue hanvet
ann Doktor seraphik.
Ne oa ket tregont vloaz c’hoaz pa oue lakeat he-unan da rejanti, hag a benn c’houec’h vloaz goude, e oue choazet evit superior jeneral euz he Urs. Ar garg-ma ne zervichaz nemed da rei muioc’h a dro d’ezhan da labourat gant frouez evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Rak, o veza m’en doa kalz broiou da redet evit bizita holl gouenchou he Urs, ne vanke morse da brezeg ha da govez e kement leac’h ma’z ea, ha ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz evelse. Er memes amzer e verke d’ar brinsed, d’ann eskibien ha da bennou braz ar c’heariou, ar pez a dlient da ober evit kendelc’her ha kreski ar feiz hag ann devosion etouez ar gristenien fidel.
Epad m’edo e Paris, sant Bonavantur en doa great anaoudegez gant sant Thomas, ha goudeze ann daou zant-ma a oue ato mignouned betek ho maro. Eunn droiad Thomas a c’houlennaz ouz Bonavantur : « — E pe leac’h, emezhan, e kavit-hu ann traou kaer a ia ken doun e kalounou ann holl? » « — Em c’hrusifi, eme Vonavantur ; hennez eo va levr, hag al levr-se eo a zesk d’inn ar pez a zeskann va-unan d’ar re all. »
Ar pab Gregor Dekved, oc’h anaout mirit sant Bonavantur, her greaz kardinal enn despet d’ezhan hag hen hanvaz da eskop e Albano. Goudeze hen digasaz ganthan d’ar c’honsil jeneral a dlie digeri e Lion, d’ar seiz a viz mae euz ar bloaz 1264.
Ar Zant a brezegaz diou vech dirak holl Dadou ar c’honsil. Mes etre daou e kouezaz klanv, hag o veza bet nouet gant ar pab he-unan, ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou, d’ar pevarzek a viz gouere euz ar memes bloaz, oajet hebken a dri bloaz hag hanter-kant.
He enterramant a oue great gant eur zolanite dreist-ordinal, dirak ar pab hag ann holl eskibien a ioa deuet d’ar c’hoiisil. A benn eiz-ugent vloaz goude, e oue digoret he vez, hag e oue kavet he benn ker fresk ha ker ruz ha pa vije bet beo; euz ann nemorant euz he gorf avad ne oa nemed ar relegou.
Sant Bonavantur en deuz skrivet eur maread levriou hag a zo istimet meurbed gant ann dud devot ha gant ar re a glask dreist peb tra deski skiant ar Zent. Setu ama darn euz ar c’henteliou a ro d’eomp el levriou-ze.
Da genta. — Red eo tec’het dioc’h eunn den e kounnar evel dioc’h eur c’hi klanv.
D’ann eil. — Evel ann eor a vir ouz al lestr da vont da goll pa ziroll ann avel hag ar mor, evelse ive ann esperans a vir ouz ann ene da goueza er pec’hed pa ziroll ann dentasion.
D’ann trede. — Ann den just n’euz ket a foug ennhan gant ann henor a reer d’ezhan ; n’e ket diesoc’h he spered evit beza disprijet, na souezet pa zigouez ganthan eunn drouk bennag.
D’ar pevare. — Beza humbl ha rezinet da volontez Doue a laka eur peoc’h braz er galoun.
D’ar pemped. — Ann humilite e deuz peder bazenn : Ar genta eo disprijout ar bed ha kement a c’houfe da lavaret ; ann eil, diouall da zisprijout den ebed ; ann drede, en em zisprijout ann unan ; hag ar bederved, kaout joa o veza disprijet gant ar re all.
r zant-ma a ioa mab d’ann duk a Vavier, hag a oue
savet e doujans Doue gant sant Volfang, eskop Ratisboonn,
he baeroun. Goude maro ann eskop-se, ec’h
uvreaz ennhan eunn nosvez. Kaout a rea d’ezhan he
glevet o lavaret : « — Va fillor, lennit ar pez a zo skrivet
var moger ho kambr. » Herri a zellaz ouz ar voger,
ha ne velaz eno nemed ar c’homzou-ma : « A benn c’houec’h... »
O veza dihunet var gement-se, e sonjaz n’en doa mui nemed c’houec’h devez da veva, ha setu hen raktal da ober kement a ioa enn he c’halloud evit en em lakaat e stad da rei eunn ene mad da Zoue. Pa oue tremenet ar c’houec’h devez, e kredaz oa a benn c’houec’h miz e tlie mervel, ha setu hen adarre ha konsakri ann holl amzer-ze d’ann oberiou a zevosion, a binijenn hag a drugarez. Da fin ar c’houec’h miz, e sonjaz oa sur da vihana da vervel a benn c’houec’h vloaz goude m’en doa bet he uvre, ha setu hen da boania muioc’h eget biskoaz evit en em ziouall diouz ar pec’hed ha kreski bemdez he virit dirak Doue.
Hogen, pa oue echu ar c’houec’h vloaz, n’e ket ar maro eo a deuaz d’ezhan, mes eur rouantelez. Ann impalaer Othon Trede o veza maro e Rom, Herri a oue choazet evit delc’her he blas, ha prest goude e oue sakret gant arc’heskop Maians evel roue ann Allemagn, da c’hortoz ma vije kurunet gant ar pab evel impalaer.
Mes ar prins-ma ne istime netra beza roue var ann douar ma ne d-aje ket eunn deiz da rouantelez ann env. O veza eta pignet var ann tron, e labouraz dreist peb tra, evel diagent, da zavetei he ene ha da c’hounit ar baradoz, hag evit kement-se ne glaske morse er pez a rea nemed gloar Doue ha mad ar relijion hag ann Iliz.
D’ann ampoent ez oa c’hoaz poblou paian er Pologn hag enn Esklavonii, hag ar boblou-ze a ioa nevez saillet var eskopti Meersbourg, el leac’h ne respetent na sakr na dizakr. Herri a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit ; mes evit beza treac’h d’ezho e kounte muioc’h var zikour Doue hag he zent eget var nerz he zivreac’h hag he armou. Setu perak abarz mont d’ann emgann, e reaz d’he zoudarded kommunia holl asambles ganthan, ha goudeze ec’h en em erbedaz c’hoaz ouz ar verzerien euruz sant Lorans, sant Jorj ha sant Adrian. Kerkent e velaz ann tri merzer santel-ma, hag eunn eal enn ho c’hichen, oc’h en em ziskouez er penn araok euz he arme evit diarbenn ar baianed. Kerkent ive arme ar baianed a gemeraz ann teac’h, hag a zistroaz holl var he c’hiz enn eur deuler he armou. Evelse ar roue devot hag he zoudarded a c’hounezaz eur viktor gaer heb na oue skuillet eur berad euz ho goad.
A benn eunn tachad goude, ar Pab Beneat VIII a renkaz kuitaat Rom, el leac’h m’edo e riskl da goueza etre daouarn he enebourien, hag a deuaz d’ann Allemagn da c’houlenn sikour digant ar roue. Herri a skoaz raktal d’ann Itali gant he arme, hag a lakeaz adarre ar pab var he dron. Neuze Beneat VIII a roaz d’ezhan ar gurunenn a impalaer gant eur zolanite vraz.
Pa oue distro d’he rouantelez, e reaz eur bale dreizhi evit lakaat ar feiz, ann devosion hag ar justis da ren e peb leac’h. N’en doa ken ioul nemed da velet Doue anavezet, karet ha servichet muioc’h-mui, ne ket hebken gant he zujidi, mes gant ann dud holl. Abalamour da ze e timezaz he c’hoar Jizeel da Stephan, roue ann Hongrii. Ar vro-ma a ioa c’hoaz paian d’ar mare-ze ; mes Herri a espere e teuje da veza kristen gant sikour he c’hoar, ha setu ar pez a erruaz e guirionez. He-unan oa dimezet da zantez Kunegond ; mes ar zantez-ma hag hen a vevaz ato ho daou evel breur ha c’hoar.
Erfin, goude beza bet enn he vuez eur zervicher fidel da Zoue ha breac’h deou ar relijion hag ann Iliz, ann impalaer Herri a glanvaz e kastel Grun, hag eno e varvaz e peoc’h d’ar pevarzek a viz gouere euz ar bloaz 1024, oajet hebken a zaou vloaz hag hanter-kant. Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou, hag ar pab Eujeen Trede a lakeaz anezhan e renk ar Zent er bloaz 1152.
Ar Pab eo ar penn enn Iliz ha pastor ann holl gristenien, hag abalamour
da ze e tle beza roue he-unan, heb kaout den da rei ursiou
d’ezhan. Da genta, o veza roue he-unan, e c’hell lavaret ho guirioneziou
d’ar rouaned all gant muioc’h a hardisegez. D’ann eil, ma ne ve ket
roue he-unan, ne ve mui mestr da c’houarn ann Iliz egiz ma karfe ; rak
neuze e ve gellet miret outhan da gas kannaded pe lizeri d’al leac’h
m’en defe c’hoant, evit mad ar relijion ha kelennadurez ann dud fidel ;
gellet e ve zoken miret outhan da reseo ar re a iafe da c’houlenn kuzul
pe sklerijenn digant-han. Ar roue Herri a goumprene mad ann dra-ze,
ha setu perak ec’h hastaz mont da Rom gant he arme evit lakaat
adarre ar pab Beneat VIII var he dron, goude m’en doa renket tec’het
kuit gant aoun da goueza etre daouarn he enebourien.
ano ar gouel-ma a deu euz a hano menez Karmel er
Judee. Ar prophet Elias guech all a ioa bet o chom
var ar menez-se, hag he ziskibien a gendalc’haz da veva
eno goudeze enn doare m’en doa bevet he-unan. Bez’ ez
oa anezho c’hoaz da vare donedigez hor Zalver, hag ar
re-ma, o veza klevet sant Iann-Vadezour o prezeg, a oue
prest dioc’htu da gredi e Jezuz-Krist. Mes ar pez ho gounezaz
var neat d’ar feiz a oue ar miraklou a reaz ann
Ebestel goude moa diskennet varnho ar Spered-Santel.
Neuze diskibien ar prophet Elias a zavaz var menez Karmel
ar chapel kenta a oue savet enn henor d’ar Verc’hez, hag
ar chapel-ze ne zaleaz ket da veza brudet e kostez ar
Zao-Heol. Ann ermited o doa lakeat he zevel en em zastume
ennhi da gana meuleudiou ann Aotrou Doue hag
he vamm benniget, hag abalamour da ze e ouent hanvet
Breudeur Mari a Venez Karmel. Dont a rejont gant ann
amzer da ober eunn Urs nevez a venac’h, hag ann Urs-ma
en em skignaz dre ar bed dindann ann hano a Urs
Karmes.
Hogen, er bloaz 1251, Urs Karmes en devoa evit superior
jeneral, e kostez ar C’huz-Heol, sant Simon Stok, ginidik
euz a Vro-Zaoz, hag o chom enn eur gouent euz ar vro-ze.
Ar zant-ma ne heane, pell a ioa, da c’houlenn digant ar
Verc’hez evit he Urs eunn testeni bennag euz he madelez
hag euz he c’harantez, ha setu, eunn devez, d’ar
c’houezek a viz gouere, Mari en em ziskouezaz dirazhan
eur skapular ganthi enn he dorn, hag a gomzaz outhan
evelhenn : « — Kemer ar skapular-ma, va mab ; eur merk
eo euz ar c’hras am euz obtenet evidod hag evit holl
vugale ar C’harmel : ann nep a varvo gant ar skapular
enn he gerc’henn ne d-ai ket da leski enn tan
a bado da viken. »
Setu aze penaoz e oue roet ar skapular evit ar vech genta da zant Simon Stok, superior jeneral Urs Karmes, gant ar Verc’hez Vari he-unan. Ar virionez euz ann histor-ma a zo bet anavezet gant meur a bap, ha Beneat XIV, unan euz ar re habila anezho, a lavar enn eul levr en deuz skrivet divar benn goueliou ar Zent : « — Evidon-me, emezhan, a gred ann histor-ze, ha va zantimant eo e tle beza kredet gant ann holl. »
N’e ket ma ve aoualc’h dougen ar skapular evit beza salvet. Nann ; mes ann nep a zoug ar skapular a ziskouez dre eno eo devot d’ar Verc’hez, hag ann devosion da Vari a denn ato var ann den grasou a zilvidigez hervez ann holl doktored euz ann Iliz. Ar c’homzou lavaret gant ar Verc’hez da zant Simon Stok a zinifi hebken eta ec’h obteno Mari, evit ar re a zougo ar skapular enn he henor, pe ar c’hras da veva bepred e karantez Doue var ann douar, pe da vihana ar c’hras da veza pardounet abarz mervel ma c’hoarvez gantho koueza enn eur pec’hed marvel bennag.
A benn kant hanter-kant vloaz goude, ar Verc’hez en em ziskouezaz adarre d’ar pab Iann XXII, hag a lavaraz d’ezhan e sikourje, er bed all zoken, eneou ar re o devije douguet ar skapular gant devosion epad ho buez, hag e tennje anezho euz ar purkator d’ar zadorn var-lerc’h ho maro. Houma eo ann eil gras a zo stag ouz ar skapular ; ar genta eo beza diouallet diouz ann tan a bado da viken, da lavaret eo, diouz tan ann ifern.
Goulskoude kalz kemm a zo etre ar feson da gaout perz enn eil hag enn eben euz ann diou c’hras-se. Evit kaout perz er genta, da c’houzout eo, evit beza diouallet diouz tan ann ifern, n’euz ken da ober nemed dougen ar skapular gant devosion, hag ann dra-ma a zo aoualc’h ive evit gounit induljansou ar vreuriez. Mes evit kaout perz enn eil, da lavaret eo, evit ma ve eunn den tennet he ene euz ar purkator d’ar zadorn varlerc’h he varo, ann den-ze a renk, ouspenn dougen ar skapular, miret ar jastete a zere ouz he stad ha lavaret bemdez offis bihan ar Verc’hez. Ar re ne c’houzont ket lenn a dle, e plas offis bihan ar Verc’hez, obev vijil vec’her ha beza aketuz da iun d’ann deiziou merket gant ann Iliz.
Heb kounta ar grasou-ze a zell ouz ann ene, ar skapular a ziouall ive ar c’horf dioc’h meur a zanjer, hag avechou zoken dioc’h ar maro. Oc’h ped n’en deuz ket miret da veza devet e kreiz ann tan, beuzet e kreiz ann dour, lazet e kreiz ann emgann ? Enn amzer Loiz XIII, roue Frans, eur zoudard a bakaz eunn tenn fuzuill enn he stomok var eunn dachenn a vrezel. Mes ar voul a bladaz var he skapular goude beza treuzet he zillad all, ha n’en devoue drouk ebed. Loiz XIII, o veza bet test euz ar mirakl-ma, a gemeraz dioc’htu ar skapular, hag ar roue Loiz XIV, he vab, a reaz eveldhan.
Ma n’emaoc’h ket c’hoaz e breuriez ar skapular, hastit buhan mont ennhi. Tud ar bed a vez foug ennho o tougen eunn dra bennag da zelc’her sonj euz ar re a garont, ha c’houi, kristenien, o pefe aoun pe vez o tougen ar skapular enn henor d’ar Verc’hez, ho mamm ! E pe leac’h eta ema ho feiz hag ho relijion ?
r zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue lakeat er skol
gant ar vistri habila ha santela euz he amzer ; rak
he dud a ioa pinvidik-braz, ha tud a zoujans Doue oant
ive. Pell oant bet heb kaout bugale, ha mar o devoue
erfin eunn heritour, e c’heller lavaret e oue hema ar
frouez euz ho fedennou hag euz ho aluzennou. Rak ne
ehanent dac’houlenn ar c’hras-se digant Doue, ha bemdez
e savent teir zaol enn ho falez evit rei da zibri d’ann
dremenidi, d’ann intanvezed ha d’ann emzivaled keiz,
ha d’ann holl dud klanv hag ezommek.
Ho mab a ioa bet hanvet gantho Aleksis, hag o veza n’o devoa ken mab nemethan, e sonjchont he fortunia pa oue deuet enn oad. Hen n’oa ket troet var ann dra-ze ; goulskoude ne gredaz ket lavaret nann, hag evit senti ouz he dud e timezaz da eunn dimezell a lignez huel ha devot eveldhan. Mes, da zeiz he eured, dioc’h ann abardaez, e tec’haz euz ar gear dre guz goude beza chenchet he zillad. Araok en doa roet d’he bried eur voalenn hag eur zeizenn euz ar re gaera, enn eur lavaret d’ezhi : « — Kemerit ann dra-ma evel eur merk euz ar garantez am euz evidhoc’h, ha dalc’hit mad ato da zoubla da volontez Doue. »
O veza kavet e porz-mor Rom eul lestr prest da ziblas evit mont d’ann Azii, Aleksis a lammaz ebarz, hag al lestr-se her c’hasaz da Laodisee. Ac’hano e skoaz da gear Edes, el leac’h ma c’houlloaz he ialc’h hag he c’hodellou etre daouarn ar beorien, evit beva he-unan divar ann aluzenn. Neuze ec’h en em lakeaz da vizita var he droad ann ilizou hag ar chapeliou a ioa muia brudet, e kostez ar Zao-Heol, dre ar miraklou a ioa choarvezet pe a c’hoarveze c’hoaz ennho, ha goudeze e tistroaz da Edes.
Epad ann amzer-ze, he dad, he vamm hag he bried a ioa nec’hed maro o velet ne deue mui var ho zro. Kas a rejont tud d’he glask e kement korn a ioa er bed, kouls lavaret ; rak bez’ o doa tri mil esklav enn ho zervich. Mes nikun euz ann dud-se ne c’hellaz klevet menek anezhan.
Goulskoude Aleksis, o veza distro da gear Edes, a jome
nos-deiz da astenn he zorn ha da bedi Doue e porched
eunn iliz savet enn henor d’ann Introun Varia. Abarz ar
fin, imach ar vec’hez a gomzaz ouz tenzorier ann iliz,
hag a lavaraz d’ezhan : « — Ar paour a zo aze er porched
a zo eur zervicher braz da Zoue ; red e ve d’ehoc’h rei
d’ezhan guelloc’h lojeiz. » Ar brud euz ar burzud-ma
o veza eat dre gear, ar Zant en devoue aoun na vije great
re a stad anezhan, ha setu hen ha pignat er c’henta lestr
a gavaz evit en em dennae kear Tars er Silisii. Mes ann
avel a boulzaz al lestr varzu Rom, hag eur vech digouezet
eno, Aleksis a zonjaz n’en devoa Doue he zigaset di var
he giz nemed evit rei tro d’ezhan da c’hounit eur viktor
gaeroc’h c’hoaz varnhan he-unan.
Mont a eure eta raktal da c’houlenn digant he dad, enn hano Jezuz-Krist, eur plasik da dremen ann nemorant euz he vuez. He dad n’hen anavezaz ket, ker chenchet oa, hag a lavaraz da unan euz he zervicherien loja anezhan el leac’h ma karje ha pourvei d’he holl ezommou. Ar zervicher-ze hen lojaz enn eunn toull striz ha tenval a ioa er porz dindan deleziou ar palez, hag ann toull tenval-ma a oue ti ar Zant betek he varo. Ne deue ac’hano nemed evit mont d’ann Iliz ; di avad ez ea aliez, ha ne vanke morse da gommunia da zul. Seitek vloaz oa bet o redet bro enn eur glask he voued, hag epad seitek vloaz all e vevaz evelse egiz eur paour e palez he dad.
Bez’ en doa kalz da c’houzanv euz a berz servicherien ar palez. Ar re-ma a roe d’ezhan avechou taoliou dorn ha taoliou treid ; avechou all, e chachent var he varo ha var he vleo, hag avechou all c’hoaz e stlapent varnhan ann dour a veze bet o skaota. Evelato muioc’h a boan en doa c’hoaz o velet glac’har he dad, daelou he vamm, hag o klevet huanadennou he bried. Meur a vech e oue dare d’he galoun mankout ; mes gant sikour gras Doue e oue bepred treac’h d’ann natur ha d’ar goad.
Eunn devez, Doue a ordrenaz d’ezhan skriva histor he vuez. Senti a eure dioc’h-tu, ha prest goude e varvaz enn eur zelc’her pleget etre he zaouarn ar paper m’en doa skrivet varnhan he hano hag hano he dud, hag ar pez en doa great abaoue m’oa bet tec’het euz ar gear betek m’oa distroet da c’houlenn repu evel eur paour keaz.
Hogen, ne c’houfe den lavaret peger mantret e oue he dad, he vamm hag he bried, pa oue dispaked ha lennet ar paper-ze a zalc’he etre he zaouarn. Diroll a rejont da vouela ha da hirvoudi ken a dregarne gantho kement korn a ioa er palez. « — Aleksis ! Aleksis !! » eme he dad hag he vamm.
« — Va fried ker, eme ar verc’h-kaer, perak eta n’on euz-ni ket hoc’h anavezet kentoc’h? Perak n’e ket bet falvezet d’ehoc’h da vihana en em rei d’eomp da anaout araok ho maro? »
Goulskoude Doue en doa dija diskleriet santelez he zervicher dre eur burzud a ioa c’hoarvezet enn iliz epad m’edo ar pab oc’h offerenna dirak ann impalaer. Raktal ar pab hag ann impalaer a deuaz ho-unan da Velet korf ar Zant, ha goudeze e teujont ive d’ann enterramant. Divezatoc’h, palez tad Aleksis a oue great eunn iliz anezhan, hag enn iliz-se ez euz c’hoaz hirio eur bazenn bennag euz ann deleziou m’en doa he vab bevet dindanho epad seitek vloaz evel eur paour keaz. Maro ar zant-ma a erruaz e tro ar bloaz 404 pe 414.
Doue he-unan eo a lakeaz sant Aleksis da dec’het euz ar gear deiz he eured, hag abalamour da ze n’en devoue ket a bec’hed oc’h ober ar pez a reaz. Mes ann nep a rafe kement all euz he benn he-unan en defe pec’hed braz ; rak lezenn Doue a lavar e renk ann den kuitaat he dad hag he vamm, da lavaret eo kuitaat peb tra, evit beva gant he bried.
amill a ioa ganet e rouantelez Napl enn Itali er bloaz
1550. Bihanik oa c hoaz pa varvaz he dad hag he
vamm, hag o veza n’en doa mui den ebed d’he gelenn,
ec’h en em lezaz buhan da veza trec’het gant he dechou
fall. Enn he iaouankiz ec’h heuliaz ann arme ; mes ken
troet oa var ar c’hoari ma kollaz heb dale kement tra en
devoa, betek zoken he gleze, he vantell hag he roched.
Neuze e renkas astenn he zorn evit beva, petra bennag
ma’z oa a lignez nobl, ha goudeze ec’h en em lakeaz da
zarbar ar vansounerien a ioa o labourat e Siponto enn
eur gouent euz a Urs sant Fransez.
Doue a ioa eno ouz he c’hedal. Eunn devez, unan euz ann Tadou a gomzaz outhan gant kement a nerz ma tirollaz da vouela gant eur c’heuz braz d’he bec’hejou, hag enn eur c’houlenn pardoun euz a greiz he galoun. Chench a eure enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas, ha raktal e sonjaz kuitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue. Kamill a ioa d’ann ampoent o ren he bemp bloaz var ’nn ugent.
Ann Tadou euz a Urs sant Fransez hen resevaz enn ho c’houent ; mes eur gouli en doa enn he c’har hag a viraz ne oue dalc’het. Goulskoude ar gouli-ze a deuaz da zerra, hag e oue resevet adarre ; mes laosket e oue da vont kuit evit ann eil guech abalamour he c’houli a ioa digoret a nevez. Neuze e skoaz da Rom, el leac’h ma’z oa eunn hospital evit ann dud klanv n’euz pareans ebed evitho. Enn hospital-ma e kavaz repu, hag e tremenaz pevar bloaz o servicha ar re o devoa eur c’hlenved bennag henvel ouz he hini. Noz-deiz e veze var ho zro, hag he-unan e rea ho gueleou, e skube ho c’hamprou hag e louzaoue ho gouliou. Mes muioc’h a zoursi a gemere c’hoaz euz ho ene eged euz ho c’horf, ha pa vezent toc’hor, ne esperne netra evit ho zikour da gaout eur maro mad. Abarz ar fin e oue lakeat da vestr var ar zervicherien all ha karget euz a c’houarnamant ann hospital.
Hogen, ar zervicherien all ne reant ho labour, ann darn vuia anezho, nemed evit gounit arc’hant, hag ann dra-ze a rea kalz poan da Gamill. Setu perak e sonjaz sevel eur goumpagnunez a dud a volontez vad evit entent ouz ar re glanv dre garantez hebken evitho hag evit Doue. Hor Zalver a ziskouezaz pegement e plije ar zonj-ma d’ezhan, enn eur astenn he zivreac’h etrezek ar Zant divar eur grusifi, hag evit he c’has da benn, Kamill en em lakeaz dioc’htu er skol etouez ar vugale, petra bennag m’oa dija daou vloaz ha tregont ; rak ankounac’heat en doa ann nebeut en doa desket enn he vugaleach. Gant sikour gras Doue ne oue ket pell evit ober he studi, hag o veza bet beleget en devoue erfin ann eur da zevel, n’e ket hebken eur goumpagnunez a dud a volontez vad, mes eunn Urs nevez a venac’h evit servicha ar re glanv, ha dreist holl ar re a veze var ho zremenvan.
Kamill n’en devoue, da genta, nemed daou goumpagnoun ; mes niver ar re-ma a greskaz kement ma ouent stank abarz nemeur e kement korn a ioa enn itali. Hen a oue lakeat da zuperior varnezho holl ; mes rei a reaz ann dilez euz he garg evit kaout muioc’h a amzer da entent ouz ar re glanv ; rak eno edo he holl blijadur. Ho zervicha a rea peurvuia var bennou he zaoulin abalamour ma vele Jezuz-Krist he-unan e peb hini anezho.
Ken dous, kel laouen ha ken truezuz oa ouz ann holl ma oue leshanvet ann Eal. Evit guir, ann elez her c’harie evel ho breur ; rak he ziouall a rejont dioc’h meur a zrouk enn eur feson burzuduz. Goulskoude, mar d-oa ato chentil e kenver re all, ez oa, er c’hountrol, bepred rust enn he genfer he-unan. Kement e kastize he gorf dre ar binijenn ma ne oa mui nemed ar relegou anezhan.
Var fin he vuez en devoue pemp klenved hirr ha poaniuz, hag ar c’hlenvejou-ze a hanve Pemp trugarez Doue. Mervel a eure erfin e peoc’h gant hanoiou Jezuz ha Mari var he vuzellou, d’ar 14 a viz gouere euz ar bloaz 1614, oajet a bemp bloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma a ioa ken troet var ar c’hoari enn he iaouankiz ma
kollaz kement tra en devoa, ha ma renkaz goudeze astenn he zorn evit
beva. N’e ket difennet ober eur c’hoari honest bennag evit diskuiza
dioc’h al labour pe diverra ann amzer ; ar pez zo difennet eo staga re
ar galoun ouz ar c’hoariou hag en em lakaat e riskl da goll re a
arc’hant. Evelse, eunn devezour pe eur mevell, hag a risklfe er c’hoari
da zul kement guennek en deuz gounezet var ar zizun, en defe zur
pec’hed ha pec’hed braz ; mes ann dud pinvidik a c’hoarife outhan o
defe c’hoaz goasoc’h pec’hed. Ann eil rumm hag egile anezho a gafe
guelloc’h dispign d’ober euz ho arc’hant. Nag a voal-euriou a ziguez
varlerc’h ar c’hollou braz great er c’hoari !
isant a ioa ganet e kreiz lanneier ar Gaskogn er
bloaz 1576. He dud a ioa labourerien douar, hag a
roaz d’ezhan eur gelennadurez kristen enn he vugaleach.
Goudeze e oue lakeat er skol gant ann Tadou euz a Urs
sant Fransez, ha d’ann oad a ugent vloaz ez eaz da Doulouz
da studia ann theoloji. A benn pemp bloaz goude e oue
beleget hag hanvet da bersoun enn eur barrez vad ; mes
lezel a reaz ar barrez-se gant eunn all evit en em rei
c’hoaz d’ar studi epad pevar bloaz.
Da fin ar pevar bloaz-se en devoue ezomm da vont da Varseill, hag enn eur zont ac’hano dre vor e kouezaz etre daourn ann Turked. Ar re-ma her c’hasaz gantho da Dunis, hag eno e oue guerzet da genta da eur pesketaer, goudeze da eur medisin, hag erfin da eur c’hristen hag en doa breset ar groaz dindan he dreid evit heul fals kredenn Mahomet.
Visant a reaz d’ar c’hristen-ze anaout ar grevuzded euz he faot ha distrei ouz Doue a vir galoun. Neuze e teujont ho daou e Frans, hag ar Zant a oue hanvet da bersoun e parrez Klichi e kichen Paris ; mes araok oa bet e Rom o vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol.
Etre daou ar c’hount hag ar gountez a Gondi her goulennaz da ober skol d’ho bugale, ha dre ali ar c’hardinal Berull Visant a guiteaz he barrez evit kemeret ar garg-se. Prest goude e oue hanvet ive gant ar roue da genta belek ar chaleourien, hag hiviziken ec’h en em daolaz holl d’ann oberiou a drugarez o deuz ker brudet he hano, n’e ket hebken e Frans, mes, evit lavaret mad, e kement korn zoer bed katholik.
Evit guir, n’ez euz seurt tud reuzeudik ebed, na bihan na braz, na koz na iaouank, na goazed na merc’hed, ha n’en defe ket klasket rei eur zikour bennag d’ezho. Sevel a eure da genta eur goumpagnunez beleien, hanvet neuze Beleien ar Mision hag hirio Lazaristed, evit rei misionou d’ann dud divar ar meaz ; rak kredi a rea, ha n’e ket heb abeg, n’oa ket ar re-ma desket aoualc’h var guirioneziou ar relijion : ar pez a ioa kaoz d’ezho da veva e meur a zizurs, heb gouzout d’ar zur avechou e pec’hent o veva evelse.
Goudeze e savaz eur goumpagnunez merc’hed, hanvet e gallek Merc’hed ar Charite, evit ober skol d’ar vugale baour hag entent ouz ar re glanv enn hospitaliou. Sevel a reaz ouspenn, pe lakaat a reaz sevel tiez a repu evit ar plac’hed iaouank a ioa e riski d’en em goll er bed pe a ioa dija en em gollet, evit ar vicherourien ne c’hellent mui nag he glask nag he c’hounit, evit ann dud a ioa troet ho spered hag evit ar vugaligou nevez ganet, lezet enn abandoun.
Ar vugalikou geiz-ma a ioa stank e Paris d’ann ampoent : ho c’haout a reat dioc’h ar mintin er porchedou, e korn ar ruiou ha var ann deleziou a ioa da bignat er paleziou dioc’h ann dianveaz. Hogen, ar Zant a iea he-unan d’ho dastum enn noz, dre greiz ann erc’h hag ar skorn, a jouche anezho dindan he vantell, hag ho roe goudeze d’ann introunezed devot a ioa en emgarget d’ho loja ha d’ho maga.
Eunn nozvez m’edo oc’h ober tro kear evelse hervez he gustumm, ec’h erruaz gant eur vandenn laeroun hag a c’houlennaz diganthan ar ialc’h pe ar vuez. « — Siouaz ! eme ar belek karantezuz enn eur zispaka he vantell, ganen-me n’euz netra nemed tri grouadur paour hag a zo dare da vervel gant ar riou. » « — Ah ! c’houi eo ann Aotrou Visant, » eme unan euz al laeroun ; ha setu ar re-ma raktal d’en em strinka d’ann daoulin dirazhan enn eur c’houlenn he vennoz.
D’ar mare-ze oa truez guelet e pe stad oa lakeat ar Pikardi, ar Champagn hag al Lorreenn gant ar vrezel, ar gernez, hag ar c’hlenvejou speguz a ioa deuet d’ho heul. Ar Zant ne espernaz ken nebeut nag he boan nag he amzer evit sikour tud ar broiou-ze enn ho dienez, ha d’al Lorreenn hebken ekasaz betek pemp kant mil skoet ha kant mil lur ouspenn. Ann holl o devoa kement a istim hag a respet evithan ma rinse peb hini he ialc’h evit rei arc’hant d’ezhan da ober aluzenn. Kas a eure ive misionerien d’ann Afrik, el leac’h m’oa bet he-unan e kaptivite, ha beteg enezenn Madagaskar.
Ar roue Loiz XIII her galvaz da vont var he dro p’edo enn he glenved diveza, hag a lavaraz d’ezhan goude-ze : « — Ma rafe Doue ar c’hras dinn da barea, ne hanfenn mui den ebed da eskop, nemed tremenet en defe tri bloaz ganehoc’h-hu, Aotrou Visant. »
Enn despet d’ar stad a reat anezhan, ar Zant a ioa bepred humbl ha distag he galoun dioc’h madou hag henoriou ann douar. Ne veve nemed evit Doue, ha ne glaske e peb tra nemed gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Mervel a eure e Paris, d’ar 27 a viz guengolo euz ar bloaz 1660, oajet a bemp bloaz ha pevar-ugent, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Karit ho nesa evel en deuz great sant Visant a Baol. Daoust ma’z oa paour he unan e kavaz ann tu da ober aluzennou braz. Mes, ne zelle ket hebken oc’h ezommou ar c’horf ; mui a druez en doa c’hoaz ouz ann eneou, ha ne baouezaz da labourat evit ho zenna euz lasou ann drouk-spered. Ar guir garantez kristen a roi da bep hini ac’hanhoc’h nerz hag ijin da ober kement all.
erom a ioa ganet e kear Veniz enn Itali a dud a lignez
huel. D’ann oad a bemzek vloaz ez eaz da zoudard,
hag enn arme, siouaz ! ec’h ankounac’heaz buhan ar
c’henteliou mad en devoa bet enn he vugaleach ; mes
Doue a gavaz ann tu da ober d’ezhan dont ennhan he-unan.
Enn eunn amzer a vrezel e kouezaz etre daouarn ann enebourien, hag ar re-ma hen taolaz enn eur prizoun
tenval gant eur jadenn enn dro d’he c’houzoug,
eunn all enn dro d’he zaouarn hag eunn all en dro d’he
dreid.
Oc’h en em velet enn eur stad ker reuzeudik, ann den iaouank en em voestlaz d’ar Verc’hezenn eur vouela dourek d’he bec’hejou, ha kerkent ar vamm benniget-se e devoue truez outhan. Diskenn a reaz enn he brizoun e kreiz eur sklerijenn gaer, lamet a eure diganthan he jadennou, ha goudeze e kasaz anezhan, a dreuz arme ann enebourien, betek dor kear Treviz. Pa oue erruet er gear-ma, Jerom a lakeaz he jadennou a-istribill dirak aoter ann Itroun Varia, ha divar neuze e chenchaz buez a-grenn.
O veza distro da Veniz, Jerom a implijaz he holl zanvez o pourvei da ezommou ann dud paour, ha dreist holl da ezommou ar vugale o doa kollet ho zud epad ar vrezel, pe dre ar c’hlenvejou a ioa deuet da heul ar vrezel. Ar vugale-ze a veze guelet oc’h astenn ho dorn dre ar ruiou ha var ar plasennou. Mes ar Zant a iea he-unan dh’o c’hlask ha d’ho dastum ; fermi a eure eunn ti evit ho loja, hag enn ti-ma e lakea deski d’ezho ar micheriou a ioa dioc’h ho doare.
Goulskoude muioc’h a c’hoant en doa c’hoaz da zavetei ho ene eget da bourvei da ezommou ho c’horf. Abalamour da ze e rea d’ezho lavaret ho Fater bep mintin heb mank ebed, ha klevet devotamant ann offerenn. Diou vech bemdez, araok ha goude al labour, e veze great katekiz d’ezho, hag enn eur voalc’hi ho daouarn abarz dibri ho fred e lavarent ar Miserere mei evit anaoun ar purkator. Urs o doa da vont da govez eur vech er miz ha d’ar goueliou braz, ha da genver ar goueliou-ma Jerom ho c’hase da ober tro kear enn eur gana litaniou ar Verc’hez. Keriz holl a zirede da zellet outho, hag ann darn vuia a lenve gant ar joa ouz ho guelet ; lod all a gane Ora pro nobis asambles gantho.
Etre daou, sant Kajetan a erruaz e Veniz gant he vignoun Per Karaffa, ha dre ho ali Jerom a ieaz da ober e leac’h all ar pez en doa dija great enn he vro. Heb dale e savaz tiez nevez evit ann emzivaded e Bresia, e Bergamm hag e Komm. E Bergamm e savaz daou zoken, unan evit ar botred hag eunn all evit ar merc’hed. Eno e savaz ive eunn ti a repu, ar seurt n’oa ket bet guelet c’hoaz er vro : ann ti-ma a ioa evit rei digemer d’ar merc’hed fall a felle d’ezho kuitaat ho dizursiou ha distrei ouz Doue dre eur guir binijenn.
Goudeze ec’h en em dennaz enn eur geriadenn hanvet Somasko, hag er geriadenn-ma e tremenaz ann nemorant euz he vuez. Evelato mont a eure c’hoaz da Vilan ha da Bavii, hag eno e tastumaz adarre bandennadou minored paour. Gant sikour tudchentil vad ha pinvidik e pourveaz ar vinored-se a lojeiz, a vara hag a zillad, evel en doa dija pourveet eur maread re all. Karga a reaz, ouspenn, mistri great dioc’h he zorn da rei d’ezho eunn deskadurez kristen.
O veza distroet da Zomasko, ar Zant a iea enn hanv da vidi ha da endramm asambles gant ann dud divar ar meaz, hag epad ann amzer-ze e komze d’ezho euz a Zoue hag euz guirioneziou ar feiz. He-unan e kribe ho fenn d’ar vugale hag e louzaoue gouliou ar re glanv : meur a hini a oue pareet ganthan dre virakl.
Azioc’h ar geriadenn ez oa eur menez, hag er menez-se, eur c’havarn. Jerom Emilian en em dennaz erfin er c’havarn-ma, hag eno e kastize he gorf a daoliou fouet. Chom a rea hed ann deiz heb dibri tamm, hag enn noz e chome ive pell hag hirr da bedi ha da vedita. Evelse e felle d’ezhan paea da justis Doue ar boan dleet d’he bec’hejou he-unan ha da bec’hejou ar re all.
Ar vosenn o veza deuet er vro, ar Zant a redaz dioc’htu var dro ar re a ioa taget ganthi. Hogen, paka a reaz he-unan ar c’hlenved, ha prest goude e varvaz leun a veritou, d’ann eiz a viz c’houevrer euz ar bloaz 1537, oajet a c’houec’h vloaz hag hanter-kant.
Ar zant-ma, o veza bet taolet enn eur prizoun tenval karget a jadennou, en em voestlaz d’ar Verc’hez enn eur vouela dourek d’he bec’hejou, ha kerkent ar vamm benniget-se e devoue truez outhan. O pezet eveldhan guir geuz ha guir glac’har da veza offanset Doue, ha Mari e devezo ive truez ouzhoc’h, hag a roio sikour d’ehoc’h n’euz fors e pe seurt stad reuzeudik ec’h en em gavfac’h.
r zant-ma a ioa ganet enn Irland, var a lavar lod, e
Bro-Zaoz, var a lavar lod all. He dud a ioa tud a
lignez huel, mes tud a zoujans Doue oant ive. He lakaat
a rejont abred er skol gant eur belek santel, he hano
Karantek, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz
da veza habil e berr amzer. Mes ne istime netra skianchou
ar bed e skoaz skiant ar Zent, hag houma eo a
boanie da zeski dreist peb tra.
Pa oue echu he studi ganthan, e oue kaset gant he dad
da balez ar roue. Eno e c’hounezaz eur viktor gaer varnezhan
he-unan, ha setu ama penaoz. Ne oa er palez
den iaouank ebed ker fur ha ker koant hag hen, hag abalamour
da ze oa karet gant ann holl. Abarz ar fin, unan
euz a blac’hed a henor ar rouanez a lakeaz enn he spered
e renke kaout anezhan da bried, ha ne espernaz netra
evit dont a benn euz he zaol. Mes Tenenan en doa great
he zonj da viret ato ar jastete, ha gant aoun na vije
touellet gant ann dimezell-ze, e c’houlennaz digant Doue
ar c’hras da goll he c’hened. Doue a zelaouaz he bedenn
hag a zigasaz d’ezhan eur c’hlenved heuzuz : he gorf
holl a oue goloet a lorgnez enn eunn hevelep feson ma’z
oa eunn donjer sellet outhan. Kerkent e vougaz ann tan
e kaloun ann dimezell, hag ar Zant a zistroaz d’ar gear.
He dud o devoue beac’h oc’h he anaout, ker chenchet oa. Mantret oant o velet e pe stad edo ; mes hen ho c’honzole enn eur lavaret : « — Doue eo en deuz digaset d’inn ar c’hlenved-ma, ha Doue am fareo ive pa blijo ganthan. » Ar pez a lavare a deuaz da veza guir ; rak prest goude e oue pareet dre virakl gant he vestr sant Karantek.
Neuze e resevaz ann Ursiou sakr, hag ec’h en em lakeaz da brezeg enn he vro. Mes eunn eal a lavaraz d’ezhan a berz Doue kuitaat he dud ha treuzi ar mor evit mont da eskopti Leon,
El leac’h ne vank morse ar feiz.
Tenenan a zentaz raktal, ha setu hen enn hent asambles gant daou velek all, ho hano Senan ha Kenan. Erruout a reaz evelse e rad Brest, hag ac’hano he vag a oue poulzet gant ann avel e ster Landerne betek Kastell-Goeled-ar-Forest.
D’ar mare-ze ann Danemarkiz, popl paian hag hanter-c’houez euz a gostez ann Hanter-Noz, a ioa diskennet var douar Leon, hag a rea skrab e peb leac’h var gement tra a gavent dioc’h ho doare. Tud ar vro a dec’he enn ho raok, darn er c’heariou ha darn all er c’hoajou, enn eur gas gantho ho loaned hag ar pez a c’hellent da zavetei euz ho danvez.
Eur maread euz ann dud keiz-se a ioa kuzet e koat ar Forest pa zigouezaz Tenenan eno. Ar Zant a roaz eunn nerz nevez d’ho c’haloun enn eur lavaret d’ezho ho diouallje dioc’h peb drouk. Goudeze e savaz diou iliz evitho, unan e traon ar Forest, hag eunn all larkoc’h, e Plabennek ; rak, eunn tachad a ioa, o doa dilezet siouaz ! ho deveriou a relijion gant ho frez da lakaat ho buez hag ho madou e savete.
Tenenan hag he zaou goumpagnoun a brezege enn
ilizou-ze gant kalz a frouez, hag heb dale e oue guelet
eur jenchamant kaer etouez kristenien ar c’harter. E
kreiz etre ann diou iliz, ar Zant a zavaz c’hoaz eur c’hastell
krenv, hag enn he gichen eunn ti evithan he-unan
hag eur chapel da offerenna. Ar c’hastell krenv a ioa
evit digemeret ann dud paour divar ar meaz, ma vije
red d’ezho tec’het adarre ; ennhan ive e veze barnet ar
bobl ha great skol d’ar vugale, ha setu perak e oue hanvet
Lez-Kelenn.
Goulskoude ann Danemarkiz a gendalc’he da ober skrab er vro. Tenenan, o veza klevet edont erru da Blabennek, a roaz eur c’habiten da dud fidel ar barrez-ma, ha goude beza benniget he armou, e lavaraz d’ezhan sevel eunn dourell round evit gorren ar c’haliriou sakr ha tenzor ann iliz. Ar c’habiten a stagaz dioc’htu d’al labour ; mes n’en doa ket gellet c’hoaz ober dor da zerra var ann dourell pa zilammaz ar baianed er bourg, goasoc’h eget bleizi kounnaret.
Ann Danemarkiz a glaskaz da genta mont enn iliz ; mes ne c’helljont digeri na dor, na prenest. Neuze ec’h en em daoljont var ann dourell. Ne oa enn houma nemed ar c’habiten, a ioa en em dennet ennhi he-unan evit difenn ar c’haliriou sakr, hag en doa stanket varnhan dioc’h ann diabarz gant eunn hanter-rod karr. Mes d’ann ampoent ar Zant a bede c’houek ha stard e Leskelenn, ha Doue a zelaouaz he bedenn. Ann Danemarkiz a que spountet-holl o velet eunn arme vraz a zoudarded oc’h en em zispaka dirazho var leur-gear Plabennek, hag eur c’havalier var eur marc’h guenn o rei kaloun d’ar zoudarded-se divar beg ann dourell. Tec’het a rejont raktal egiz pa vije kroget ann tan ennho, ha pelloc’h mui ne lakejont ho zreid var douar Leon.
Etre daou e varvaz sant Goulc’hen, eskop Leon, ha Tenenan a oue choazet evit delc’her he blas. Ar garg-ma ne zervichaz nemed da rei muioc’h a lufr d’he vertuziou. Poania a reaz da lakaat beleien santel e peb parrez euz he eskopti, ha da rapari pe da zevel a nevez ann ilizou a ioa bet freuzet pe bilet gant ar baianed.
Erfin, mervel a eure e tro ar bloaz 633 goude donedigez hor Zalver, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl kent ha goude he varo.
Enn he iaouankiz Tenenan ne istime netra skianchou ar bed e skoaz
skiant ar Zent. E guirionez, petra zervich d’ann den beza habil var
draou ar bed-ma mar d-eo azenn var draou ar bed all ? Deskit eta da
genta ha dreist peb tra ar pez a zo red da c’houzout evit beza salvet,
na ne studiit ar skianchou all nemed e kement ha ma c’hlelont ho
sikour da greski ho kloar hag ho rekoumpans er baradoz.
ari-Madalen a ioa ganet e Bethanii, tri c’hart leo
dioc’h Jerusalem, hag a ioa c’hoar da Vartha ha da
Lazar. He zud a ioa pinvidik, hag a lezaz madou braz
gant ho bugale. Hi e devoue evit he lod maner Magdalon
er Galilee, hag abalamour da ze e oue leshanvet Madalen.
Eur vaouez a spered oa hag eur vaouez koant; mes he
fenn a ioa leun a avel. Ne zonje nemed enn dillad kaer
hag enn ebatou, hag heb dale e teuaz da veza mez ar vro
dre ann dizurs euz he buez.
Etre daou ec’h en em lakeaz Jezuz-Krist da brezeg he Aviel dre ar Judee, ha Martha ha Lazar a oue gant ar re genta oc’h anaout anezhan evït ar Mesias. Mari-Madalen a ioa d’ann ampoent seiz drouk-spered enn he c’horf, var a verk d’eomp sant Lukas. Mes hor Zalver ho c’hasaz kuit, hag ar mirakl-ma a zigoraz he daoulagad d’ar bec’herez geaz : chench a eure raktal evel eunn all enn he flas, ha ne glaske mui nemed ann dro da obten digant Jezuz ar pardoun euz he fec’hejou.
Eunn devez m’edo hor Zalver o leina e ti eur pharizian, he hano Simon, Mari-Madalen a redaz di gant eur podad louzou a c’houez vad. Enn eur erruout ec’h en em strinkaz da dreid Jezuz, hag ec’h en em lakeaz d’ho goalc’hi gant he daelou ha d’ho zec’ha gant he bleo, a ioa dispak var he fenn. Goudeze e pokaz d’ezho hag e skuillaz varnho al louzou a c’houez vad a ioa ganthi enn he fod. O velet he feiz hag he glac’har, hor Zalver a lavaraz d’ezhi raktal: « — Ho pec’hejou a zo pardounet d’ehoc’h. »
Divar neuze karantez Doue a gemeraz e kaloun Mari-Madalen
plas ar garantez e devoa kent evit ar bed. He
brasa plijadur oa beza e koumpagnunez Jezuz, ha ne
skuize morse oc’h he zelaou.
Eunn droiad, hor Zalver a ioa eat da Vethanii, ha Martha a ioa prez varnhi o klask pourchas eunn dra bennag d’ezhan da zibri. Mari-Madalen, er c’hountrol, a jome azezet eharz treid Jezuz, gant aoun rak koll eur ger euz ar pez a lavarje. Abarz ar fin Martha a lavaraz d’hor Zalver : « — Mestr, ne velit-hu ket e lez va c’hoar al labour ganen da ober ? Livirit d’ezhi ’ta sevel d’am zikour. » Mes Jezuz a respountaz : « — Martha, Martha, poan ha tregas a gemerit gant kalz a draou, ha goulskoude n’euz nemed eunn dra hag a ve red. Mari e deuz choazet evithi al lodenn vella, hag al lodenn-ze ne vezo ket lamet digant-hi. »
Mari-Madalen a heuliaz hor Zalver betek menez Kalvar enn amzer he basion, hag a jomaz eno enn he za e tal ar groaz ken n’en devoue laosket Jezuz he huanad diveza. Var al leac’h edo ive pa oue lakeat korf hor Zalver er bez d’ar guener da noz. D’ar zadorn, e reaz he deveriou a relijion egiz m’oa merket e lezenn ar Iuzevien guech all, ha d’ar zul vintin, mintin mad, ez eaz adarre d’ar bez asambles gant Mari, mamm Jakes, ha Salome.
Mes, o veza kavet ar bez goullou, Mari-Madalen a deuaz dioc’htu da gounta ann dra-ze d’ann Ebestel. Goudeze ez eaz d’ar bez evit ann eil guech, ha ne ehane da vouela ha da hirvoudi abalamour n’edo mui korf he Mestr el leac’h m’oa bet lakeat. Goulskoude, o veza great c’hoaz eur zell er bez, e velaz ebarz daou eal, guisket e guenn, hag ann elez-se a c’houlennaz ouhti: « — Maouez, perak e vouelit ? » Hi a respountaz : « — Abalamour m’eo kaset korf va Mestr kuit, ha ne c’houzoun ket e pe leac’h eo lakeat. »
O veza komzet evelse, e troaz he fenn da zellet adren he c’hein, ha setu Jezuz oc’h en em ziskouez he-unan dirazhi. Mes hi n’hen anavezaz ket, hag a gemeraz anezhan evit ar jardiner. Setu perak e lavaraz d’ezhan : « — Mar d-e c’houi eo oc’h euz kaset korf va Mestr kuit, livirit d’inn e pe leac’h oc’h euz he lakeat, ma’z inn d’he gerc’hat. » Neuze hor Zalver a c’halvaz anezhi dre he hano, enn eur lavaret : « Mari ! » Ker buhan Mari-Madalen a anavezaz Jezuz, hag en em strinkaz d’he dreid, enn eur lavaret d’he zro : « O va Mestr! » Hogen, hor Zalver a respountaz d’ezhi : « — It da gaout va breudeur, ha livirit d’ezho euz va ferz : Mont a rann da bignat varzu va Zad hag hoc’h hini, varzu va Doue hag ho Toue. »
Goude merzerenti sant Stephan, ar Iuzevien a lakeaz Lazar hag he ziou c’hoar enn eur vag ha n’e devoa na stur, na goel, na rouenv ebed, hag ho lezaz da vont evelse gant ar mor o sonjal ne zalejent ket da veza beuzet. Mes Doue a veille varnho, hag erruout a rejont heb drouk ebed e porz Marseill e Frans. Lazar a deuaz, da veza kenta eskop ar gear-ma, ha Mari-Madalen en em dennaz enn eur c’havarn a ioa eiz leo ac’hano e kreiz eur menez huel. Er c’havarn-ze e vevaz c’hoaz tregont vloaz enn eur gastiza he c’horf dre binijennou skrijuz, ha goudeze ez eaz erfin d’ar baradoz da gaout Jezuz, he muia karet.
Mar d-eo kaer dirak Doue ann eneou a zo chomet ato pur ha chast, ar re a zo bet saotret dre ar pec’hed a c’hell dont da veza ker kaer all dre ar binijenn. O velet ar garantez a ziskuez Jezuz da Vari-Madalen, piou a c’hellfe disfiziout euz trugarez he Zalver ? Ar brasa pec’her eo a ra muia levenez da galoun Doue o tistrei var ann hent mad.
r zant-ma a ioa unan euz a ziskibien hor Zalver.
Goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, ez eaz gant
sant Per da Antioch, hag ac’hano da Rom. Sant Per her
sakraz eskop, hag her c’hasaz da Raveenn da brezeg ann
Aviel. Enn eur erruout eno, e reaz anaoudegez gant eur
zoudard hag en doa eur mab dall. Apolliner a reaz sin
ar groaz var hema, ha kerkent e teuaz ar gueled d’ezhan. Ar mirakl-ma a oue aoualc’h evit gounit d’ar feiz ar
zoudard hag he vab, hag holl dud ho zi.
Eunn offiser, o veza klevet ann dra-ze, a bedaz ar Zant da vont da gaout he c’hreg a ioa klanv pell a ioa ha prest da vervel. Apolliner a reaz ive sin ar groaz var ar vaouez-se, enn eur lavaret d’ezhi sevel ennhe za enn hano Jezuz-Krist. Raktal e savaz, ha neuze he fried hag hi hag ho bugale en em strinkaz d’ann daoulin evit adori Doue ar gristenien. Ar brud euz ar burzudou-ma a redaz buhan dre gear, hag heb dale e oue eunn niver braz a dud fidel e Raveenn.
Kement-se a lakeaz beleien ann idolou da egari, ha setu hi ha diskuill ar Zant d’ar gouarner Saturnin. Hema a c’halvaz Apolliner dirazhan, hag a c’houlennaz outhan : « — Piou oc’h-hu, ha petra glaskit-hu dre ama ? » « — Me zo kristen, eme ar Zant, hag a zo ama o prezeg Aviel Jezuz-Krist, guir Vab Doue. » « — Ne anavezit-hu ket Jupiter, Mestr ann doueou ? » eme ar gouarner. « — Nann avad, » eme Apolliner. Var gement-se Saturnin a gasaz ar Zant da dempl Jupiter. Mes, o velet ann traou kaer a ioa eno, Apolliner a lavaraz : « — Setu aze aour hag arc’hant hag a ve guelloc’h kalz etre daouarn pe e godellou ar beorien eget dirak patrom eunn drouk-spered. » O klevet ar c’homzou-ma, beleien ann idolou hag ar bobl a lammaz gant ar Zant, hag hen stlejaz er meaz euz a gear beuzet enn he c’hoad. Mes ar gristenien a louzaouaz he c’houliou, hag a benn c’houec’h miz goude oa pare. Etre daou, eunn Aotrou euz ar vro, he hano Bonifas, a ioa deuet da veza mud : Apolliner a roaz d’ezhan ar prezeg adarre. Ann Aotrou-ze en doa eur verc’h pe eur plac’h hag a ioa eat ann diaoul enn he c’horf. Ar Zant a gasaz ive ann diaoul euz a gorf ar verc’h pe ar plac’h-ma, hag ann daou virakl nevez-se a reaz da ouspenn pemp kant paian digeri ho daoulagad da sklerijenn ar feiz. Mes re all, poulzet gant ann drouk-spered, a grogaz enn eskop kalounek, ha goude beza he vazatet enn eur feson didruez, e rejont d’ezhan bale diarc’henn var glaou beo. Goudeze her c’hasjont er meaz euz ho c’hear evel m’oa bet kaset dija euz a gear Raveenn ; rak ann dra-ma a erruaz e kear Klas, el leac’h m’edo ann Aotrou Bonifas o chom.
Apolliner en em dennaz neuze enn eunn ti bihan var ar meaz, hag eno e kendalc’haz da gelenn ann dud fidel, da offerenna ha da vadezi enn hano ann Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel. O veza distroet da Raveenn, e tigasaz adarre e buez merc’h ar gouarner Rufin, a ioa nevez maro. Ar verc’h-se a deuaz da veza eur gristenez devot, ha skouer ar guerc’hezed. Mes he zad a oue torret euz he garg, ha Mesalinus hanvet enn he blas. Hema a c’halvaz ar Zant dirazhan hag a reaz dispenn he gorf a daoliou fouet. Goudeze e lavaraz skuill dour bervet var he c’houliou, hag he deuler er prizoun karget a jadennou. Mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhan, kaer en doa he vourrevi, e roaz urs d’he lakaat enn eul lestr hag a ioa o vont d’ar Gres. Hogen, al lestr-ma a reaz pense, hag Apolliner a oue digaset d’ann Itali enn dro, goude beza treuzet ar Mezii hag ann Thras enn eur hada e peb leac’h komzou Doue. Kristenien Raveenn a zridaz ho c’halounou ouz he velet, ha dre he viraklou e c’hounezaz c’hoaz er gear-ze eur maread paianed da feiz Jezuz-Krist.
Abarz ar fin beleien ann idolou a lakeaz kregi ennhan adarre. Mes ann offiser a oue karget d’he ziouall a ioa kristen he-unan hag hen lezaz da vont kuit. Ar baianed aheurtet, o veza klevet ann dra-ma,a redaz var he lerc’h hag a vrevaz he gorf a daoliou baz. Mervel a eure a benn seiz devez goude, er bloaz unan ha pevar-ugent goude donedigez hor Zalver.
Sant Apolliner en deuz great miraklou braz epad he vuez. Goulskoude
n’e ket dre ar miraklou-ze eo en deuz gounezet ar gurunenn gaer
en deuz brema er baradoz, mes dre ar poaniou en deuz gouzanvet evit
Jezuz-Krist Ar poaniou-ma a zo bet padet keit ha m’eo bet eskop, da
lavaret eo, nao bloaz var ’nn ugent. Mes, gant sikour gras Doue, ne
oue ket dare d’ezhan fallgalouni guech ebed epad ann amzer-ze. Kemerit
skouer diouthan, ha mar oc’h euz eur boan pe eur c’hlenved hag a
bad meur a viz pe meur a vloaz zo, goulennit digant Doue ar c’hras da
veza bepred pasiant ha kalounek eveldhan : evelse ho poan pe ho
klenved a zervicho d’ehoc’h da greski eunn deiz ho kloar hag ho rekoumpans
enn env.
ristina a ioa ganet e kear Tur enn Toskaan, eur gear
hag a zo bet beuzet abaoue gant dour eul lenn vraz
a ioa e kichen. He zad a ioa bet hanvet da c’houarner er
gear-ze gant ann impalaer Dioklesian, hag en doa eur
gounnar direiz ouz ar gristenien. Hogen, Kristina a ioa
souezet o velet joa ha modestiar re-ma pa vezent digaset
dirak he zad, ha lakeat goudeze etre daouarn ar vourrevien.
Goulenn a reaz petra oa ho relijion, ha dre chans,
pe, evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans
Doue, e kavaz tud d’he c’helenn var guirioneziou ar
feiz. Pa oue desket aoualc’h, e oue badezet e kuz, ha
kerkent e tiskouezaz ann heuz e doa ouz ann idolou enn
eur derri ar re a ioa enn he c’hear. Ne oa c’hoaz nemed
dek vloaz d’ann ampoent.
He zad a ieaz enn egar pa glevaz ann dra-ze. « — Va merc’h, emezhan, ha guir e ve eo c’houi oc’h euz bruzunet hon doueou ? » « — Va zad, eme Gristina, n’ez euz nemed eunn Doue. Hoc’h idolou ne d-int nemed koz patromiou ha ne chellont rei sikour ebed d’ehoc’h. » Ar gouarner a goumprenaz dioc’htu oa kristenez he verc’h hag oa dija stard enn he c’hredenn evel ar gristenien all. Raktal e c’halvaz ar vourrevien, hag e roaz urs d’ezho da skourjeza Kristina ha d’he zeuler goudeze enn eur prizoun striz ha tenval.
Mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhi, e lavaraz
he staga oc’h eur rod, ha lakaat ar rod-ma da drei
azioc’h eunn tan braz. Ann tan ne reaz drouk ebed d’ar
Zantez ; mes ar mirakl-se, e leac’h digeri he zaoulagad
d’he zad, ne zervichaz nemed da greski he zallentez.
Kement a gounnar a ieaz ennhan ma’z oa henveloc’h
ouz eunn anenval pennfollet eged oc’h eunn den. Antronoz
e oue kavet maro enn he vele.
Goulskoude Kristina a oue dalc’het ato er prizoun, hag a benn eunn nebeut deveziou goude, ar gouarner nevez a ioa bet hanvet e plas he zad a reaz he c’has da dempl Apollon evit ober d’ezhi kinnig ezanz d’ann doue faoz-se. Mes, kerkent ha ma erruaz eno, ann idol a gouezaz d’ann douar hag a oue bruzunet e mil damm.
Ar burzud-ma a c’hounezaz eur maread paianed d’ar feiz, hag ann dra-ze a lakeaz kaloun ar Zantez da zridal gant ar joa. Etre daou e varvaz ive ar gouarner nevez ; mes ann hini a deuaz enn he blas a oue ker kriz ha ken digernez hag ann daou a ioa bet da ziveza enn he raok. Ordren a eure teuler Kristina enn eur forn c’horet evit he devi ez-veo ; mes Doue a reaz enn he c’henver ar mirakl en doa great guech all e kenver ann tri zen iaouank e fournez Babilon : chom a eure e kreiz ann tan heb kaout drouk ebed.
Neuze ar gouarner aheurtet a lavaraz lakaat anezhi enn eunn toull tenval hag heuzuz, leun a zarpanted hag a aered-viber. Mes ar re-ma a deuaz raktal da veza don, ha ne rejont nemed c’hoari enn dro d’ezhi evel a reant guech all enn dro da Adam ha da Eva araok ho fec’hed. Epad ann amzer-ze, ar Zantez ne ehane da gana meuleudiou ann Aotrou Doue. Ar gouarner, o sonjal edo o klask ober goab anezhan, a reaz trouc’ha he zeod d’ezhi hag he staga ouz eur peul el leac’h ina oue treuzet he c’horf a daoliou bir. Evelse e roaz erfin he ene da Zoue d’ar 24 a viz gouere enn unan euz ar bloaveziou diveza euz ann trede kanved goude donedigez hor Zalver.
Santez Kristina a zo bet bourrevet da genta dre urs he zad. Enn
hon amzer-ni ez euz c’hoaz bugale hag o deuz ive kalz da c’houzanv
euz a berz ho zud. Mar d-eo abalamour d’ho relijion pe d’ho devosion
e reer goall vuez d’ezho evel a reat d’ar zantez-ma, ar vugale-ze a dle
en em istimout euruz eveldhi ; rak eunn devez a zeui o devezo ive
eur gurunenn gaer er baradoz. Mes red e d’ezho evit kement-se dougen bepred ho c’hroaz gant pasianted, evel Jezuz-Krist hag ar Zent
ha beza ato leun a respet, a zentidigez hag a garantez evit ho zud enn
despet d’ar boan o deuz gantho.
r zant-ma a ioa mab da Zebedee
ha da Zalome, ha breur da
zant Iann avieler. Hanvet e oue
Jakez ar major abalamour m’oa bet
galvet da veza abostol araok ar zant
Jakez all a zo he c’houel d’ar c’henta
a viz mae. Bez’ e oue unan euz ann
tri ziskib a ioa karet gant hor Zalver
dreist ar re all, hag a gasaz ganthan
var menez Thabor pa lakeaz
da bara var he gorf ar sked dudiuz
euz a c’hloar ar baradoz, ha d’ar jardin
Olived, enn noz kent he varo,
evit beza test euz he anken hag euz
he angouni. Ann daou all oa sant Per ha sant Iann.
O velet ar stad a rea Jezuz euz he daou vab, Salome a deuaz d’he gaout gantho eunn droiad, hag a lavaraz d’ezhan : « — Mestr, grit ma vezo ann daou-ma unan a bep tu d’ehoc’h enn ho rouantelez. »
Mes hor Zalver a respountaz raktal enn eur drei oc’h Jakez ha Iann : « — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da eva, da lavaret eo, da c’houzanv ar poaniou a dleann-me da c’houzanv ? » « — Ia, emezho, goest oump, » « — Guir eo, eme Jezuz, eva a reot ar c’halir a dleann-me da eva. Goulskoude n’e ket d’inn-me eo lakaat ac’hanhoc’h enn tu deou pe enn tu kleiz d’inn em rouantelez : ar plasou-ze a zo d’ar re m’int merket d’ezho gant va Zad. »
Ann ebestel all, o veza klevet ar pez o doa great Salome hag he daou vab, a ieaz drouk ennho. Mes hor Zalver a gemeraz tro ac’hano da rei d’ezho eur gentel gaer var ann humilite : « — Rouaned ar bed-ma, emezhan, hag ar re a zo e penn ar boblou, a ra ho mistri d’ar re a zo dindanho ; evidhoc’h-hu, arabad e d’ehoc’h ober evelse. Mes ann nep ac’hanhoc’h a fell d’ezhan e ve savet eunn deiz dreist ar re all a dle brema beza ho zervicher, hag ann nep en deuz c’hoant da veza eunn deiz ar c’henta a dle brema en em zelc’her er renk izela. »
Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel ; sant Jakez a brezegaz ann Aviel er Judee gant kalz a frouez, ha goudeze ez eaz d’ar Spagn. Ne jomaz ket pell eno ; mes, keit ha ma oue, e c’hounezaz eunn nebeut hiniennou da feiz Jezuz-Krist, ha seiz euz ar re-ma a oue sakret divezatoc’h gant ann abostol sant Per, hag a deuaz da veza ann eskibien genta euz ar vro-ze.
O veza distro da Jerusalem, ar Zant a reaz da zaou zorser braz, ho hano Philet hag Hermojenes, anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Hogen, dija araok ann dra-ma, ar Iuzevien o devoa kaz outhan ; mes divar neuze o devoue muioc’h c’hoaz, hag evit ober plijadur d’ezho ar roue Herodes-Agrippa a goundaonaz ann abostol kalounek da veza dibennet.
Ann hini en doa kroget ennhan da genta evit he lakaat etre daouarn Herodes en em ziskleriaz kristen he-unan o velet pegen laouen oa o vont d’ar maro. En em strinka a eure da dreid ar Zant enn eur c’houlenn pardoun, hag ann Abostol a bokaz d’ezhan en eur lavaret : « — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Prest goude e ouent merzeriet ho daou er bloaz 44 goude donedigez hor Zalver.
Korf sant Jakez a oue enterret e Jerusalem ; mes digaset eo bet a-c’houdevez da gear Kompostell e Spagn, ha di ez a tud da bardouna euz a gement korn zo er bed katholik.
Jezuz-Krist a gasaz sant Jakez ganthan var menez Thabor ; mes divezatoc’h her c’hasaz ganthan ive d’ar jardin Olived. Var menez Thabor e tiskouezaz d’ezhan ar sked dudiuz euz he c’hloar er baradoz, hag er jardin Olived e reaz d’ezhan beza test euz he anken hag euz he angouni. Setu aze petra ra Doue peurvuia e kenver he vrasa mignouned. Da genta, ho c’has var ann Thabor, da lavaret eo, e ro d’ezho evel eunn tanva euz a joauzded ann env. Neuze e kavont peb tra eaz, peb tra skanv, hag e redont gant joa enn hent he c’hourc’hemennou. Mes goudeze e kas anezho ive d’ar jardin Olived, da lavaret eo, e ra ann neuz d’en em denna dioutho, hag e lez ann denvalijenn da goueza var ho spered, ann enkrez hag ar spount da c’hounit ho c’houstians, hag eur mor a c’houervder da veuzi ho c’haloun. Eneou kristen, mar d-emaoc’h er stad-se, ne rit van ebed ha dalc’hit mad ato d’ho tevosionou ha d’ho teveriou a relijion. Doue a glask hebken gouzout petra dal ho vertuz, ha mar bezit fidel d’ezhan enn despet d’ar zec’hor, d’ar ienienn ha d’ann nec’hamant a zantit e diabarz ennhoc’h, bezit sur ne zaleo ket d’ho rekoumpansi enn eur zigas adarre ar peoc’h enn ho spered hag ar joa enn ho kaloun hag enn ho koustians, evel ma tigas ann hanv varlerc’h ar goanv ha ma laka ann heol da bara a nevez goude eur goall varr-amzer.
etra ne ra guelloc’h meuleudi
ar zantez-ma eged ar pez a
lavar d’eomp ann Iliz enn he offis :
« En deuz Doue great d’ezhi ar
c’hras da veritout beza mamm
da vamm he Vab en em c’hreat
den. » Mar d-eo eunn henor heb
he bar evit ar Verc’hez kaout eur
mab hag a zo Doue, evit he mamm
eo ive eunn henor ha n’e deuz bet
maouez all ebed kaout eur verc’h
hag a zo e guirionez mamm da
Zoue. Dioc’h ar frouez ec’h anavezer
ar vezenn ; hogen, euz a zantez
Anna eo ganet ar bura hag ar zantela euz ann holl
grouadurien ; sklear eo eta gouzout ez oa he-unan eur
skouer euz ar c’haera vertuziou.
Euz a Vethleem oa ginidik, ha pa oue enn oad, e oue dimezet da zant Joachim, a ioa o chom e Nazareth. O veza m’oant ho daou leun a zoujans Doue, e tremenent ho holl amzer enn oberiou a zevosion biag a drugarez. Joachim, eme zant Epiphaann, a iea da bedi var ar menez, hag Anna a bede enn he jardin. Teir lodenn a reant euz ann nebeudik danvez o devoa, hag euz ann teir lodenn-ze unan a ioa evit templ Jerusalem hag ar veleien a ioa oc’h he zervicha, eunn all evit ar beorien, hag ann drede evitho ho-unan.
Goulskoude n’o doa ket a vugale, hag ann dra-ma a rea poan d’ezho ; rak evelse n’o doa ket a esper da velet ar Mesias o c’henel euz ho lignez. Ne ehanent ket eta da c’houlenn digant Doue ar c’hras da gaout eur c’hrouadur, hag Anna a lavare aliez : « — Va Doue, emezhi, mar grit d’inn ar c’hras da veza mamm, me voestlo d’ehoc’h va bugel kerkent ha ma vezo enn oad da vale. » Doue a zelaouaz erfin ho fedenn, hag ar Verc’hez Vari a deuaz er bed, n’e ket hebken evit brasa joa he zad hag he mamm, mes c’hoaz evit brasa joa ann dud holl hag ann elez ho-unan.
Pa oue echu he zri bloaz gant ar Verc’hez, santez Anna a ieaz d’he c’has da dempl Jerusalem evit seveni ar veu e devoa great da Zoue. Lod a lavar e chomaz he-unan er gear-ze evit beza tostoc’h d’he merc’h, ha lod all a lavar, er c’hountrol, e tistroaz da Nazareth. Ne c’houezer ket d’ar just ken nebeut pe Joachim pe hi a varvaz da genta, na pe oad e doa pa varvaz ; mes ar pez zo sur eo e oue he maro ker santel hag he buez.
He c’horf a oue digaset da gear Apt e Frans gant sant Aospis, eskop ar gear-ze. Ann eskop-ma her c’huzaz enn eur chapel en doa lakeat ober dindan ann douar, gant aoun na gouesche etre daouarn ar baianed ; rak d’ann ampoent ar baianed a rea brezel d’ar relijion gristen. Hogen, chom a reaz eno heb beza anavezet gant den ken na oue kavet enn eur feson burzuduz tost da c’houec’h kant vloaz goude.
Ar roue Charlemagn, o veza deuet da Apt er bloaz 792, a roaz urs da gonzakri a nevez ann iliz abalamour m’oa bet saotret gant ar boblou divadez m’edo o paouez gounit ar viktor varnho. A greiz ann offerenn, eunn dijentil iaouank, dall, bouzar ha mud, a reaz sin da doulla dindan ar pazennou a ioa da bignat ouz ann aoter. Sentet e oue outhan hag ec’h errujot gant eunn or hag a ioa mein braz oc’h he stanka. Ann or-ma o veza bet distanket a daoliou morzol, e oue guelet deleziou da ziskenn enn douar. Diskenn a rejot gant ann deleziou-ze, ann dijentil dall er penn araok, hag enn traon ez oa eur chapelik koant, eunn aoter ennhi, ha daouzek bez enn dro d’ann aoter. Enn eur c’horn euz ar chapelik e oue remerket eur sklerijenn hag a varvaz kerkent ha ma’z eaz ann ear betek ennhi. Ker buhan, o burzud ! e oue klevet ann dijentil bouzar ha mud o lavaret a vouez huel : « — Ahont ema korf santez Anna, mamm ar Verc’hez konsevet heb pec’hed. » Raktal e oue furchet er c’horn-ze, hag enn eunn armel a ioa enn eunn toull great er voger e oue kavet e guirionez eunn arched koat sedr, ha var goulc’her ann arched-ma oa skrivet e latin : « Ama ema korf santez Anna, mamm ar Verc’hez Vari. »
Ar roue Charlemagn a skrivaz he-unan d’ar pab evit kas kelou d’ezhan euz ar gavadenn euruz-se. Abaoue, kear Apt e deuz choazet santez Anna evit he fatrounez asambles gant ar Verc’hez, he merc’h, ha bep bloaz e veler tud o tiredet di a bep tu hag a vandennadou evit goulenn sikour digant mamm goz hor Zalver ha poket d’he relegou.
Santez Anna eo ive patrounez hor bro ger Breiz-Izel. Hon tadou koz o deuz bet hed ar vech eunn devosion vraz evithi, ha savet o deuz enn he henor eur maread ilizou ha chapeliou, Ann diou vrudeta euz ar chapeliou-ma eo hini Santez-Anna-Vened e eskopti Guened, hag hini Santez-Anna-ar-Palud e eskopti Kemper. Da Zantez-Anna-Vened ez a tud da bardouna euz a gement korn a zo e Frans, hag e Santez-Anna-ar-Palud e vez ive bep bloaz eleiz a bardounerien, ken euz a Leon ken euz a Gerne.
Er bloaz 1872, ar pab Pi Nao en deuz roet kounje da zelebri gouel santez Apna e eskopti Kemper evel eur gouel a renk huela, ha da ober he offis pe memor anezhi epad eiz dez dioc’htu. Eskopti Roazon, hini ann Naoned hag hini Guened o doa bet dija ar c’halloud-se araok eskopti Kemper.
Santez Anna eo patrounez hor bro ; ar Vretouned he c’hemeraz evit difennourez rak ma c’houient eo nerzuz he breac’h ha tomm he c’haloun. Goulennomp eta sikour diganthi gant fizians enn hon holl ezommou, ha pedomp anezhi dreist peb tra da gendelc’her ato enn hon touez ar feiz beo-ze a rea guech all gloar hon tadou koz, hag e deuz lakeat ho hano da veza ker brudet dre ar bed holl.
r zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz a dud a lignez huel
hag a zoujans Doue. He vamm ne espernaz netra
evit ober anezhan eur paotrik fur ha devot, ha d’ann
oad a bemp bloaz e oue lakeat er skol gant sant Ildut.
En em gaout a reas eno asambles gant sant Paol ha sant
Jildas, hag ann daou zant-ma hag hen a oue ato mignouned
vraz betek ho maro. O veza m’en doa eur spered
lemm, e teske ar pez a garie, hag heb dale e oue unan
euz ar re habila euz ar skolach ; mes unan euz ar re
zantela oa ive, hag ann dra-ma a zo guelloc’h c’hoaz.
Mar d-oa aketuz d’ar studi, oa aketusoc’h c’hoaz d’ar bedenn ha d’ar iun, hag evit he rekoumpansi Doue a roaz d’ezhan, d’ann ampoent-se zoken, ann donezoun a viraklou. Eunn devez, sant Ildut en doa kaset he skolaerien da c’houennat eur parkad ed, hag unan anezho a oue flemmet gant eunn aer-viber. Dija oa prest da vervel, ker koenvet oa ; mes Samson a bareaz anezhan enn eunn taol oc’h ober sin ar groaz var he c’houli.
Pa oue echu he studi ganthan, Samson a gemeraz ann Ursiou sakr dre ali he vestr. Neuze e teuaz da vir ar pez en doa lavaret sant Ildut divar he benn ar vech genta m’en doa he velet. Goude beza he vriatet gant karantez, sant Ildut a ioa bet klevet o lavaret : « — Pebez anaoudegez vad ne dleomp-ni ket d’ehoc’h, o va Doue, abalamour m’oc’h euz lakeat ann heol-ma da zevel enn hor bro ! Nag a boblou a vezo sklerijennet ganthan enn tu-ma hag enn tu all d’ar mor ! Nag a dud a vezo dlaourien d’ezhan euz ho zilvidigez ! Ia, setu aze eur c’hrouadur hag a vezo eunn deiz henor ar Vretouned ha gloar ann Iliz. »
Eur vech belek, Samson a c’houlennaz kounje digant he vestr d’en em denna enn eunn eneaenn el leac’h ma’z oa eur rumm venac’h hag a rene eur vuez kalet ha pinijennuz meurbed. Sant Ildut a roaz kounje d’ezhan, hag enn enezenn-ze e tremene ann deiz o pedi hag o labourat, hag ann noz o vedita var ar Skritur Sakr. Pa veze re zare gant ar c’hoant kousket, ec’h harpe he benn oc’h eur voger pe eunn dra all bennag, hag e rea eur voredenn enn he za ; mes ne d-ea morse da vele ebed.
Etre daou e oue galvet da vont var dro he dad, a ioa kouezet goall glanv. Kerkent ha ma erruaz er gear, he dad en em gavaz guelloc’h hag a zonjaz kuitaat ar bed eveldhan evit en em rei holl da zervich Doue. Samson a lakeaz ive ar memes sonj e spered he vamm hag he vreudeur, hag e spered eunn eontr, eur voereb ha tri genderv d’ezhan. Goudeze e tistroaz d’he gouent hag e oue hanvet da zuperior ; mes a benn trivac’h miz e lezaz ar garg-se evit mont d’ann Irland da studia ar Skritur Sakr ; rak kredi a rea n’oa ket c’hoaz habil aoualc’h var ar poent-ma.
O veza distro da Vro-Zaoz, ec’h en em dennaz gant pevar manac’h all enn eur c’havarn spountuz a ioa e kreiz eur c’hoat braz, hag er c’havarn-ze e veve heb dibri tamm ebed, kouls lavaret. Mes eskibien ar vro a reaz d’ezhan dont ac’hano evit he lakaat da abad enn eur gouent a ioa bet savet guech all gant sant Jermena Aoserr. Prest goude e oue sakret eskop he-unan, gant ar c’halloud da brezeg ann Aviel el leac’h ma karje Doue he gas, hag heb beza stag oc’h eskopti ebed.
Neuze eunn eal a lavaraz d’ezhan treuzi ar mor evit dont da Vreiz, ha Samson a zentaz raktal ouz ar vouez-se euz ann env. Diskenn a eure var douar Breiz e kichen kear Dol, hag abarz nemeur e oue choazet evit kenta eskop ar gear-ma. Mes araok ann dra-ze en doa savet eur gouent evit loja ar venac’h a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag oa en em lakeat da gelenn ann dud divar dro var guirioneziou ar feiz.
Ann dud-ma a ioa c’hoaz paianed, lod anezho ; lod all a ioa dija badezet, mes n’o doa nemed ann hano a gristen, hag ho buez a ioa ato paian. Ar Zant a labouraz betek he huanad diveza d’ho gounit holl da Zoue, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit skleraat ho sperejou ha lamet ann dizursiou hag ar giziou fall euz ho zouez. Bez’e oue er memes amzer ho abostol, ho fastor hag ho zad, ha mervel a reaz erfin leun a veritou ha brudet dre he viraklou er bloaz 565 goude donedigez hor Zalver.
Pa erruaz ar zant-mae kear Dol, ann dud divar dro a ioa c’hoaz paianed, lod anezho. Lod all a ioa dija badezet, mes n’o doa nemed ann hano a gristen, hag ho buez a ioa ato paian. Lakit doun enn ho spered n’e ket aoualc’h beza bet badezet evit mont d’ar baradoz pa vezer deuet enn oad da anaout ar mad dioc’h ann drouk. Red eo, ouspenn, ren eur vuez e guirionez kristen, da lavaret eo, red eo miret a boent da boent gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz.
ant Nazer a ioa ganet e Rom a gerent nobl ha pinvidik.
Ann abostol sant Per her gounezaz d’ar feiz,
goudeze e oue badezet gant sant Lin. He vertuziou a
greske gant he oad, hag ar brud euz he zantelez a rea
da galz a dud dont da c’houlenn kuzul diganthan. Mes
Doue a lakeaz enn he spered kuitaat Rom, ha setu hen
enn hent goude beza guerzet lod euz he zanvez.
E kement leac’h ma tremene e prezege ann Aviel, hag erruout a eure evelse e Milan. Eno e oue kroget ennhan dre urs ar gouarner, hag hema ne espernaz netra evit ober d’ezhan kinnig ezans d’ann idolou. Mes Nazer a jomaz bepred stard er feiz, hag ar gouarner, o velet n’oa ket evit dont a benn anezhan, a lavaraz he skourjeza betek ar goad hag he gas goudeze er meaz euz a gear.
Ar Zant a zride he galoun gant ar joa abalamour m’oa bet kavet din da c’houzanv eunn dra bennag evit Jezuz-Krist. Neuze e skoaz etrezek ar Frans ; rak Doue he-unan her galve da vont di. Hogen, enn eur gear euz ar vro-ze, eur vamm gristen a ginnigaz d’ezhan he mab, a ioa c’hoaz bihanik, enn eur lavaret : « — Me’m euz c’hoant ez afe hema da ober koumpagnunez d’ehoc’h ken na blijo gant Doue ho tigemeret ho taou enn he varadoz. »
Ar paotrik n’oa ket c’hoaz badezet. Nazer a roaz d’ezhan ar vadiziant hag hen hanvaz Sels. Heb dale e ouent taolet ho daou er prizoun, ha Selsik a oue bourrevet enn eur feson skrijuz, Mes treac’h e oue d’he vourrevien, ha n’en devoue ket aoun evit lavaret d’ar barner : « — Ann Doue a zervichann ho parno ive d’ho tro. »
Goulskoude unan bennag a gountaz d’ann impalaer ar pez a rea Nazer e Frans. « — Ne ehane, eme ann diskuiller-ze, da redet ar vro enn eur ziskar ann idolou, hag enn eur ziskleria d’ann holl eo Jezuz-Krist ar guir Doue en deuz krouet ann env hag ann douar. Eur maread tud a grede anezhan abalamour d’ann nerz euz he gomzou hag abalamour d’ar miraklou a rea. »
Ann impalaer a roaz urs raktal dagas ar Zant da Rom. Mes, kaer en devoue, ne c’hellaz morse, na dre bromesaou, na dre c’hourdrouzou, lakaat Nazer da adori ann doueou faoz, hag ar c’hristen kalounek a oue koundaonet erfin da veza beuzet er mor asambles gant ar paotrik Sels ; rak hema a ioa bet ato he goumpagnoun fidel abaoue m’oa badezet.
Ho daou eta e ouent stlapet divar eur vag e kreiz ar mor braz, pell dioc’h ann aod. Mes, d’ann ampoent ma sonje d’ho bourrevien oant dija maro, e ouent guelet, o burzud ! o sevel enn ho za leun a vuez, hag o kerzet var ann dour egiz pa vijent bet var ar c’halet. Ar mirakl-ma a zigoraz ho daoulagad d’ar re a ioa bet karget d’ho beuzi ; anaout a rejont raktal ar virionez euz ar relijion gristen, ha raktal ive e ouent kelennet gant Nazer var ar pez a zesk d’eomp ar relijion-ze.
Ar Zant a gendalc’haz goudeze da vont da brezeg ann Aviel euz ann eil kear d’eben e kement korn a ioa enn Itali. Mes e Milan e oue kroget ennhan adarre, hag enn dro-ma ar gouarner a skrivaz d’ann impalaer da c’houlenn petra dlie da ober. Var ar respount en devoue, e roaz urs da zibenna Nazer hag ar bugel Sels, he goumpagnoun, hag evelse ar re-ma a ieaz ho daou asambles d’ar baradoz evel m’e doa c’hoanteat mamm ar paotrik. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 68 goude donedigez hor Zalver.
Sant Nazer a iea euz ann eil kear d’eben enn eur brezeg ann Aviel ; penaoz e c’hellit-hu kemeret skouer diouthan ? Setu ama penaoz : n’euz netra easoc’h. Da genta, oc’h ober katekiz d’ho pugale hag o kelenn ho servicherien var ho deveriou a relijion, mar d-emaoc’h e penn eunn tiegez ; rak ann dra-ze a zo ive prezeg ann Aviel. D’ann eil, ma n’emaoc’h ket e penn eunn tiegez, o rei eunn ali fur bennag d’ho nesa pa gavit ann dro, pe o komz d’ezhan euz a eur zarmoun gaer bennag oc’h euz klevet, pe c’hoaz o kana dirazhan eur c’hantik pe eur verz devot bennag hag a c’hell ober vad d’he ene. Neb en deuz guir garantez evit Doue nag he nesa a gav bepred tro d’ober vad enn eur feson pe eunn all.
r zantez-ma, ganet e Bethanii tost da Jerusalem, a
ioa c’hoar da Lazar ha da Vari-Vadalen, hag a oue
unan euz ar merc’hed santel a rea koumpagnunez d’hor
Zalver epad ma prezege he Aviel, evit pourvei d’he
ezommou ha da ezommou he ebestel Meur a vech e devoue ann eur da zigemeret anezhan enn he zi, hag
eunn droiad dreist ar re all ez oa prez varnhi o klas
aoza eunn tamm boued d’ezhan. Epad ann amzer-ze,
Mari-Madalen, he c’hoar, a jome azezet eharz treid Jezuz
gant aoun rak koll eur ger euz ar pez a lavarje. Abarz
ar fin Martha en em glemmaz ouz hor Zalver abalamour
ne zave ket he c’hoar d’he zikour. Mes Jezuz a respountaz
d’ezhi raktal : « — Martha, Martha, poan ha tregas
a gemerit gant kalz a draou, ha goulskoude n’ez euz
nemed eunn dra hag a ve red. Mari e deuz choazet
evithi al lodenn vella, hag al lodenn-ze ne vezo ket
lamet diganthi. »
Prest goude e klanvaz Lazar, ha kerkent he c’hoarezed a gasaz kemennadurez d’hor Zalver, enn eur lavaret d’ezhan : « — Mestr, ho mignoun a zo klanv. » Mes Jezuz a zaleaz eunn tammik da vont da Vethanii, ha pa erruaz eno Lazar a ioa dija maro hag enterret. Neuze Martha a lavaraz d’hor Zalver : « — Mestr, ma vijac’h bet ama, va breur ne vije ket bet marvet ; mes brema zoken em euz esper da velet anezhan o tistrei e buez ; rak gouzout a rann oc’h sur ato da obten digant Doue kement tra a c’houlennit diganthan. » Jezuz a respountaz d’ezhi ker buhan : « — Ho preur a zavo adarre euz a varo da veo. » « — Ia, eme Vartha, her gouzout a rann, da fin ar bed asambles gant ann dud holl. » « — Me, eme hor Zalver, eo ann hini a zav euz ar stad a varo hag a ro ar vuez ; ann nep a gred ennon-me a vevo c’hoaz hag e ve dija maro, hag ann nep a zo beo hag a gred ne varvo ket evit ato. Kredi a rit-hu ann dra-ze ? » « — Ia, eme Vartha, kredi a rann eo c’houi ar C’hrist, guir Vab Doue, a zo deuet euz ann env var ann douar evit hor zavetei. » Var gement-ma Jezuz a ieaz d’ar bez, hag a lakeaz Lazar da zevel ac’hano leun a vuez, ha ker iac’h ha biskoaz.
C’houec’h devez araok he basion, hor Zalver a oue pedet da goania e Bethanii, e ti Simon ann den lor, ha Martha a ioa o servicha taol. Epad ar goan-ze eo e skuillaz Mari-Madalen louzou a c’houez vad var benn Jezuz, hag ann dra-ma a lakeaz Judas da egari ha da lavaret : « — Perak koll ann traou evelse ? Al louzou-zea vije bet gellet he verza ker, ha gant ann arc’hant a vije bet evithan e vije bet great eunn aluzenn gaer d’ar paour. » Mes hor Zalver a respountaz d’ezhan kerkent : « — List ar vaouez-se, rak eunn dra vad e deuz great em c’henver. N’e ket peorien a vanko var ho tro er bed-ma ; me avad ne vezinn ket ato ganehoc’h. »
Martha a heuliaz hor Zalver epad he basion betek var menez Kalvar, ha bez’ e devoue ive ann eur d’he velet goude m’oa savet euz a varo da veo. Mes ar Iuzevien n’oant ket evit gouzanv Lazar hag he ziou c’hoar abalamour d’ar garantez en doa bet Jezuz evitho. Eunn devez eta e lakejont anezho enn eur vag ha n’e devoa na stur, na goel, na rouenv ebed, hag ho lezchont da vont evelse gant ar mor, oc’h esperout ne zalejent ket da veza beuzet. Mes dorn Doue a zigasaz ar vag da borz Marseill e Frans. Neuze Mari-Madalen en em dennaz enn eur c’havarn spountuz, a ioa eiz leo ac’hano e kreiz eur menez huel, ha Martha a ieaz ive da jom enn eunn tu bennag a gostez asambles gant eur vandenn merc’hed iaouank e devoa gounezet d’ar feiz. Ar re-ma hag hi a veve eno egiz elez ken na blijaz gant Doue he gelver erfin d’ar baradoz e tro ar bloaz 70. He c’horf santel a virer c’hoaz gant kalz a respet e kear Taraskon, dem-dost d’al leac’h ma varvaz.
Evit eur guel, petra zo kaeroc’h eged aoza bouet da Vab Doue ha
d’he goumpagnunez ? Goulskoude e leac’h meuli Martha, Jezuz a lavar
d’ezhi : « Nez euz nemed eunn dra hag a ve red, » da lavaret eof savetei
hon ene. Hag o pe great ann holl draou all, hag o pe labouret noz-deiz,
hag e veac’h bet guella tiek a ioa er vro, hag o pe dastumet
madou braz, hag e veac’h bet er c’hargou huela, ma n’oc’h euz ket
great ho silvidigez, n’oc’h euz great netra : kollet oc’h euz ho poan,
kollet oc’h euz hoc’h amzer, kollet oc’h euz peb tra, abalamour m’oc’h
euz kollet hoc’h ene.
r zant-ma a ioa ganet e parrez Sant Alban, enn eskopti
Sant-Briek, hag a oue savet e doujans Doue gant he
dad hag he vamm. Azalek he vugaleach oa eur paotrik
fur ha devot ; mes ar pez a remerket ennhan dreist peb
tra oa he zousder hag he heuz ouz kement tra a zo kountrol
d’ar vodesti. Eunn droiad, epad he iaouankiz, e
oue tentet gant eur plac’h divezet evel Joseph guech all
e ti Putiphar ; mes, evel Joseph, Guillou a c’hounezaz
ar viktor var ann dentasion enn eur gemeret ann teac’h.
Pa oue echu he studi ganthan, e oue beleget gant Joselin, eskop Sant-Briek, ha labourat a eure gant kalz a frouez evit gloar Doue ha silvidigez he nesa enn amzer ann eskop-se hag enn amzer ann daou eskop all a deuaz da genta var he lerc’h. Erfin, goude maro ann diveza euz ar re-ma, e oue choazet evit delc’her he blas e tro ar bloaz 1220. « Hogen, eme ar pab Innosant IV, ar pastor nevez a roaz tri seurt magadurez d’ann eneou a ioa fiziet enn he garg : da genta, magadurez he brezegennou ; d’ann eil, magadurez ar grasou a denne varnho dre he bedennou, ha d’ann trede, magadurez ar skouer vad e peb hent. N’e ket souez eta, eme ar pab-se c’hoaz, e vije neuze foug e tud fidel Sant-Briek gant eunn eskop evel hennez ; rak Guillou a ioa, dre ar gelennadurez a roe, evel eunn heol skeduz o para var douar Breiz-Izel ha tro var dro, ha dre he vuez santel hag he oberiou a drugarez ez oa eur mellezour euz ar c’haera vertuziou. »
Enn aoun e veze ato na vije ket pourveet da ezommou ar beorien egiz ma’z oa dleet, ha pa n’en deveze mui he-unan pe a dra da ober aluzenn, ec’h ampreste digant ar re all. Setu petra oue kaoz ma ne c’hellaz sina netra da zen araok mervel : roet en doa dija kement en devoa. He aked d’ar bedenn a ioa ive braz meurbed, ha goude beza lavaret he vrevier, e lavare c’hoaz bemdez levr ar salmou penn-da-benn. Aliez, e leac’h kousket enn he vele, e kouske var ann douar pe var zolier he gambr, ha n’euz fors piou a vije o leina ganthan, ne zebre he-unan nemed boued dister. Ne eve nemed dour ken nebeut, pe dour livet gant eunn diveradenn vin.
Ar zant-ma en devoue kalz da c’houzanv euz a berz Per a Zreu, duk a Vreiz, abalamour ma talc’he mad da zifenn guiriou ann Iliz a enep ar prins-se. Abarz ar fin zoken e oue kaset kuit euz he eskopti, ha neuze ec’h en em dennaz e Poatie. Eno e reaz labour ann eskop, a ioa klanv d’ann ampoent. Goulskoude, ann duk Per o veza chentileat eunn tammik, ar pastor karantezuz a oue mall ganthan distrei da gaout he zenved. Ar re-ma o devoue eur joa vraz oc’h he velet, ha kear Sant-Briek a ioa holl var zao evit he zigemeret.
Raktal ez eaz da ober tro he eskopti evit diarbenn ann dizursiou ha lamet ar giziou fall a ioa en em zilet etouez ar bobl keit ha m’oa bet e Poatie. Mes pell a ioa en doa gounezet he gurunenn, ha Doue her galvaz davethan d’ann 29 a viz gouere euz ar bloaz 1234. He gorf a oue enterret er gathedral nevez en doa lakeat da zevel, mes heb gellout he achui, hag ar miraklou a c’hoarvezaz var he vez a reaz d’ar pab Innosant IV skriva he hano var roll ar Zent.
Sant Guillou a oue tentet enn he iaouankiz gant eur plac’h divezet ; mes trec’hi a eure ann dentasion enn eur gemeret ann teac’h evel Joseph guech all. Mar teu unan bennag da glask ho tougen d’ar pec’hed evelse, n’oc’h euz ken da ober ken nebeut nemed tec’het, tec’het dioc’htu : mar chomit da argila emaoc’h kollet. Ha mar d-eo ann drouk-spered he-unan a dent ac’hanhoc’h dre ar zonjou a laka enn ho penn pe dre ann ioulou a laka enn ho kaloun, n’oc’h euz c’hoaz nemed eunn dra da ober : trei buhan, trei dioc’htu ho spered da zonjal e traou all, ha goulenn sikour digant Doue, digant ar Verc’hez hag hoc’h eal mad, dre eur bedennik verr bennag pe dre eur zell hebken euz ho spered hag euz ho kaloun varzu ann env. Mar chomit da zelaou ann diaoul, mar kountit re var ho nerz hoc’h-unan, emaoc’h kollet adarre. Tenzor ar burete ne c’hell beza miret gant den nemed var bouez beilla, pedi, difiziout ac’hanomp hon-unan ha tec’het dioc’h ar pec’hed evel dioc’h eunn aer-viber.
gnas a ioa ginidik euz a rouantelez Spagn, hag a oue
savet e palez ar roue Ferdinand V. Enn he iaouankiz
ne zonje nemed enn ebatou hag enn henoriou, hag ann
ioul en doa da veza eunn den brudet ba da erruout er
c’hargou huela a reaz d’ezhan kuitaat palez ar roue evit
mont d’ar vrezel. Ne zaleaz ket da ziskouez n’oa ket prest
da lammet araok he skeud, ha n’en doa aoun ebed e
kreiz c’houez ar poultr ha trouz ann tennou. Mes, enn
eur zifenn kear Pampelun a enep ar Fransizien, e oue
tizet gant eur vouled kanol hag e oue torret he c’har.
Neuze e renkaz chom pell var he vele, hag o veza
m’oa inouet o chom evelse, e c’houlennaz eul levr plijaduruz
bennag da lenn evit diverra he amzer. Dre chans,
pe, evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans
Doue, ne oue kavet enn ti nemed levr Buez ar Zent. Ignas
a lennaz al levr-ma p’e guir ne oa nikun all ebed da rei
d’ezhan, ha dre ma lenne, e tremene eunn dra bennag
a nevez enn he galoun. Souezet oa, da genta, o velet
pe seurt pinijennou o deuz great ar Zent ha pegement a
zisprij o doa evit ar bed. Mes a nebeut a nebeut e savaz
c’hoant ganthan da gerzet var ho roudou : « — Ar zent-se,
emezhan, a ioa tud eveldon-me ; perak eta ne rafenn-me
ket ar pez o deuz-hi great ? »
Setu perak, kerkent ha ma oue pare, ez eaz var varc’h da gouent menez Serrat, el leac’h ma’z oa eunn imach mirakuluz d’ar Verc’hez. Eno e reaz eur gonfesion jeneral enn eur skuill eur mor a zaelou, hag e tremenaz eunn nosvez o veilla dirak imach mamm Doue. Goudeze e lakeaz he gleze a-istribill dirak ann aoter, hag, o veza roet he varc’h d’ar venac’h hag he zillad kaer da eur paour, e viskaz he-unan dillad lien groz, hag e skoaz var he droad, diarc’henn ha diskabell, etrezek kear Manrez a ioa teir leo ac’hano.
Ebarz er gear-ma e veve divar ann aluzenn, hag e iune bemdez divar bara ha dour, nemed da zul. Dougen a rea bepred eur porpant reun dindan he zae lien, hag eur jadenn houarn enn dro d’he groaz-lez. Ouspenn-ze, e kastize c’hoaz he gorf gant fouetou houarn, ha n’en doa ken guele nemed ann douar. Evit he rekoumpansi, Doue a roaz d’ezhan eunn anaoudegez ker sklear euz ar relijion ma’z oa kustumm da lavaret goudeze : « — Ha pa ne vije ket a Skritur Sakr, e venn prest evelato da vervel evit ar feiz abalamour d’ar pez en deuz diskleriet Doue d’inn e Manrez. » Ignas n’en doa ket kalz a zeskadurez, ha goulskoude, epad m’edo e Manrez, e skrivaz eul levr divar benn ar feson da ober eur retred a zoare, hag al levr-ma a zo istimet gant ann holl hag a zo bet meulet gant ar pabed ho-unan.
Ar c’hoant en doa da labourat evit silvidigez ann eneou a reaz d’ezhan en em lakaat da zeski al latin e Barseloonn : tri bloaz ha tregont oa dija d’ann ampoent. Goudeze e teuaz da Baris da achui he studi, hag eno eo e savaz eunn Urs nevez a venac’h dindan ann hano a Goumpagnunez Jezuz. Ger ar Zant, abaoue m’en doa chenchet buez, oa hema : « Peb tra evit brasa gloar ann Aotrou Doue ! » Hogen, ar ger-ze a zo bet ato ive hini ann Urs nevez a oue savet ganthan.
O veza bet hanvet da zuperior jeneral euz he Urs, Ignas a boaniaz da genta da greski ann devosion e kalounou ann dud fidel, hag, evit guir, divar neuze e oue guelet enn ho zouez muioc’h a aked da lakaat traou kaer var dro ann ilizou, da ober katekiz d’ar vugale, da vont da zelaou ar zarmouniou ha da dostaat aliez ouz ar zakramanchou. Goudeze e savaz skolachou e peb leac’h evit rei eunn deskadurez kristen d’ar iaouankiz, hag e kasaz misionerien d’ar broiou pell evit prezeg ann Aviel d’ar baianed. Evelse, ann hini ne glaske guech all nemed ann ebatou hag ann henoriou ne oa mui brema nemed eur zonj enn he spered hag eunn ioul enn he galoun : savetei ann eneou. Setu perak e lavare avechou oa guell ganthan kendelc’her da labourat evit gloar Doue ha silvidigez he nesa, heb beza sur da veza salvet he-unan, eget mervel dioc’htu o veza sur da vont var ehun d’ar baradoz.
Ar zant-ma en devoue ann eur da velet he Urs oc’h en em astenn dre ar Frans, ann Itali, ar Spagn, ar Portugal, ann Allemagn, ha betek enn Azii,enn Afrik hag enn Amerik. Mervel a eure e Rom leun a veritou d’ann 31 a viz gouere 1556, oajet a bemp bloaz ha tri-ugent.
Da genta. — Bez’ez euz vertuziou kuzet ha vertuziou all hag o deuz kalz a sked : ar re genta a garann ar muia.
D’ann eil. — Pegen dister, peger vil e kavann-me ann douar pa zellann ouz ann env !
D’ann trede. — Digemerit bepred gant dousder eunn ene ankeniet ; evit he gonzoli eo e teu Doue d’hen digas d’ehoc’h.
D’ar pevare. — Ann nep enn deuz eur guir zentidigez a zo joa ganthan beza gouarnet.
ar dro ar bloaz 44 goude ginivelez hor Zalver, ar roue
Herodes Agrippa a c’houezaz tan ar bersekusion a
enep ar gristenien, enn esper beza deuet mad gant ar
Iuzevien. Rei a eure urs da zibenna sant Jakez, breur da
zant Iann, ha goudeze e reaz prizounia sant Per enn
eur c’hourc’hemenn stard teuler evez mad anezhan :
sonj en doa d’hen lakaat ive d’ar maro goude goueliou
Pask. Mes ann Iliz ne ehane da bedi evit he c’henta
pastor, ha Doue a zelaouaz he fedennou.
Enn noz kent ann devez ma tlie Herodes he gas d’ar maro, sant Per a ioa kousket e kreiz etre daou zoudard, he zaouarn liammet gant diou jadenn, ha goardou e tal ann or o tiouall ar prizoun dioc’h ann dianveaz. Ha setu eunn eal o tiskenn euz ann env, hag eur sklerijenn gaer o para er prizoun. Ann eal, o veza dihunet ann Abostol, a lavaraz d’ezhan : « — Savit alese, guiskit ho tillad hag ho poutou, ha deuit d’am heul. » Sant Per a zentaz, mes heb gouzout d’ar just pe hen a ioa oc’h huvreal pe n’edo ket. Goulskoude ar chadennou a ioa kouezet dioc’h he zaouarn kerkent ha m’en doa komzet ann eal outhan, hag o veza tremenet ebiou d’ar c’henta ha d’ann eil rumm goardou, ec’h erruaz asambles gant he goumpagnoun dirak ann or houarn a skoe var gear. Ann or-ma a zigoraz dirazho anezhi he-unan, ha pa ouent eat er meaz ann eal a gendalc’haz da gerzet araok ann Abostol betek ar penn all d’ar ru ; mes divar neuze n’en em ziskouezaz mui. Kerkent sant Per a deuaz ennhan he-unan, hag a lavaraz : « — Brema e velann ervad en deuz digaset Doue he eal evit va zenna euz a dre zaouarn Herodes hag ar Iuzevien. »
Ann Abostol a ieaz goudeze da c’houlenn digor da di eur c’hristen hanvet Mark, el leac’h m’az oa kalz tud fidel o pedi asambles. Evel ma skoe var ann or, eur plac’h iaouank, he hano Rhode, a deuaz da velet piou a ioa. Ar plac’h iaouank-se, o veza anavezet mouez sant Per, e devoue kement a joa mare daz dioc’htu, heb digeri ann or, da lavaret d’ar re all : « — Ema Per ahont. » Mes ar re all ne felle ket d’ezho he c’hredi. Goulskoude, o veza ma kendalc’he sant Per da skei, e teujont erfin da zigeri, hag e chomjont mantret-holl dirak ann Abostol. Neuze sant Per a gountaz d’ezho ar mirakl en doa great Doue evit he denna euz ar prizoun, ha goude beza ho c’harget da gas ar c’helou-ze da zant Jakez ha d’ar gristenien all ez eaz adarre er meaz evit en em denna e leac’h all.
Tud fidel Jerusalem a c’hellaz kaout ar chadennou m’oa bet liammet gantho prins ann Ebestel, hag a viraz anezho evel eunn tenzor sakr. Mes er bloaz 439 ann eskop Juvenal ho roaz d’ann impalaerez Eudosii, a ioa deuet, euz a Gonstantinopl da Jerusalem da zeveni eur veu great ganthi. Ann impalaerez-ma ne zalc’haz nemed unan euz ar chadennou-ze, hag a gasaz eben d’he merc’h a ioa dimezet e Rom d’ann impalaer Valantinian. He merc’h o veza diskouezet d’ar pab ar jadenn e devoa resevet, ar pab a ziskouezaz d’ezhi d’he dro eur jadenn all hag a ioa ken din a henor ; rak gant ar jadenn all-ma oa bet ive liammet sant Per keit ha m’oa bet er prizoun e Rom araok beza koundaonet d’ar maro.
Neuze ar pab a lakeaz ann diou jadenn enn eur genver, ha kerkent, o burzud ! ann diou jadenn-ze en em stagaz ann eil ouz eben anezho ho-unan, enn eunn hevelep feson ma ne reant mui nemed eur jadenn hebken, heb na vije den ebed goest da lavaret penaoz hag e pe leac’h oant en em zoudet. Ar mirakl-se a greskaz c’hoaz ann devosion o devoa dija ar gristenien evit chadennou sant Per, ha raktal e oue savet eunn iliz nevez e Rom evit ho gorren : ann iliz-ma a zo bet hanvet a-c’houdevez ilis sant Per enn Ereou pe er Chadennou.
Ar chadennou-ze o deuz ar vertuz da barea ar re glanv ha da bellaat ann drouk-sperejou. Er bloaz 949, eunn dijentil euz ann Allemagn, mignoun d’ann impalaer Othon-ar-Braz, a ioa eat ann diaoul enn he gorf. Ken truezuz oa he zoare ma’c’h en em zraille he-unan gant he zent. Mes digaset e oue da Rom dre urs ann impalaer, ha kerkent ha ma oue lakeat chadennou sant Per enn dro d’he c’houzoug, ann diaoul a dec’haz diouthan enn eur iudal.
Sant Per a ioa kousket c’houek pa deuaz ann eal d’he zihuna enn
he brizoun, petra bennag ma tlie beza lakeat d’ar maro antronoz. Mes
he goustians ne rebeche netra d’ezhan hag he holl fizians a ioa e Doue;
rak-se n’en doa ket aoun rak ar maro. Mar karfac’h poania da veva
bepred e gras Doue hag en em abandouni a greiz kaloun etre daouarn
he Brovidans, e ve eaz d’ehoc’h ive kousket ato dizoursi ; rak petra
c’hellfe neuze ober aoun d’ehoc’h ?
r zant-ma a oue hanvet da bap er bloaz 253, hag a
c’houarnaz ann Iliz epad pevar bloaz ha tri miz. D’ar
mare-ze ez oa eunn nebeut eskibien hag a lavare oa red
badezi adarre ar re a ioa bet badezet gant ann heretiked.
Mes sant Stephan a zifennaz grons ober ann dra-ze, enn
eur lavaret : « — Arabad eo digas giziou nevez enn Iliz ;
mes dalc’homp d’ar pez on euz desket gant ar re goz.
Ar vadiziant a zo mad, n’euz fors gant piou bet
roet, mar d-eo bet roet enn hano ann Tad, hag ar Mab,
hag ar Spered-Santel. »
Etre daou, ann impalaer Valerian a zougaz eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Neuze sant Stephan a asamblaz beleien ha tud fidel Rom, hag a gomzaz outho evelhenn : « — Va bugale ger, selaouit ac’hanon petra bennag ne d-ounn nemed eur pec’her eveldhoc’h. Epad m’on euz amzer c’hoaz, labouromp stard d’en em zavetei hon-unan da genta. Ra gemero peb hini ac’hanomp he groaz evit heul Jezuz-Krist ; rak Jezuz-Krist en deuz lavaret : « — Ann nep a gollo he vuez abalamour d’inn-me a gavo eur vuez all hag a bado da viken. » « Mes sonjomp ive e silvidigez hon nesa. Mar oc’h euz eta eur c’har pe eur mignoun hag a ve c’hoaz paian, digasit-hen d’inn-me evit ma vezo badezet heb dale. »
Var gement-se ar Pab santel a ieaz da guzat er mengleuziou a zo e Rom dindan ann douar. Eno e kendalc’he da offerenna, ha da vadezi ar baianed a veze digaset d’ezhan. Betek eiz kant a vadezaz enn eunn devez, hag eur maread euz ar baianed-ma a skuillaz ho goad evit ar feiz araok zoken ann hini en doa great kristenien anezho.
Goulskoude tro sant Stephan a erruaz ive abarz ar fin. Paket e oue, ha kaset dirak ann impalaer : « — C’houi eo eta, eme Valerian, ann hini a glask diskar ar c’ouarnamant enn eur alia ar bobl da zilezel servich ann doueou ? » Ar pab santel a respountaz : « — Ne glaskann ket diskar ar c’houarnamant ; mes alia a rann ar bobl da zilezel servich ann drouk-pered, a adorer dindan furm idolou, evit anaout ar guir Doue ha Jezuz-Krist, he Vab, a zo diskennet euz ann env evit hor prena. »
Neuze ann impalaer a roaz urs d’he gas da dempl ann doue Mars evit klevet he zetans. Eno sant Stephan a reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — Aotrou Doue ann Tad, c’houi oc’h euz pilet guech all tour Babel d’ann traon ; pilit ive ann templ-ma a zo bet savet enn henor d’ann diaoul evit troumpla ar bobl. » Kerkent e kouezaz ar gurun var ann templ, hag hema a oue pilet d’ann traon lod anezhan.
O velet kement all, ar zoudarded a gemeraz holl ann teac’h, hag ar pab a jomaz he-unan gant ann dud a iliz a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Raktal ez eaz gant ar re-ma da vered Lusina, el leac’h ma’c’h offerennaz, ha goude ann offeren ec’h azezaz var eur gador da ober eur brezegenn. Mes d’ann ampoent e tigouezaz eno soudarded all, digaset gant ann impalaer, hag ar zoudarded-ma hen dibennaz var he gador. He verzerenti a erruaz d’ann 2 a viz eost euz ar bloaz 257. Ar gristenien a enterraz he gorf e guered Kallist, hag e kichen he gorf e lakejont ar gador m’oa azezet varnhi, hag a ioa ruziet gant he c’hoad.
Sakramant ar vadiziant a laka enn ene eur merk hag a bado da
viken ; abalamour da ze, ne c’heller he reseo nemed eur vech ha setu
perak ive eo difennet badezi adarre ar re a zo bet badezet mad eur
vech, n’euz fors gant piou e vent bet badezet. Hogen, evit rei mad ar
vadiziant, n’euz ken da ober nemed skuill dour naturel var benn ann
hini a vadezer, ha lavaret er memes amzer : « — Me az badez enn
hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. » Red eo avad e
ve ar memes hini a skuillfe ann dour hag a lavarfe ar c’homzou-ze. Eunn
druez eo e ve kristenien ha ne c’houzont ket ann traou-ma. Koulz all,
dre ho faot, eunn ene bennag, chomet heb badiziant, a gafe sarret dor
ar baradoz.
ant Stephan o veza bet labezet gant ar Iuzevien, da
lavaret eo, lazet a daoliou mein, ann dud fidel a
enterraz he gorf gant kalz a respet ; mes gant ann amzer
e teujot da ankounac’haat e pe leac’h oa bet enterret.
Hogen, er bloaz 415, ez oa e bourg Kaphargamala er
Judee eur belek santel, he hano Lusian, hag a ioa kustumm
da vont bemnoz da gousket d’ann iliz evit teuler
evez euz ann traou sakr. Eur guenorvez, tri a viz kerzu,
edo hanter-zihun enn he vele, a ioa e chapel ar Mean-Fount,
pa velaz dirazhan eunn den koz, braz ha kaer
meurbed. He varo a ioa hirr ha guenn, he zillad guenn
evel he varo, hag enn he zorn e touge eur vialenn aour.
Ann den koz-ma, o veza tosteat oc’h Lusian, her galvaz dre he hano a benn teir guech, hag a lavaraz d’ezhan mont da Jerusalem da lavaret d’ann eskop Iann dont da zigeri ar beziou el leac’h m’edo he relegou ha re eunn nebeut servicherien all da Jezuz-Krist. « — Evelse, emezhan, e c’hello meur a hini obten trugarez digant ann Aotrou Doue. »
Lusian d’he dro a c’houlennaz ouz ann den koz piou oa, ha kerkent e respountaz : « — Me eo Gamaliel, ann hini en deuz great skol var al lezenn d’ann abostol sant Paol. Er zao-heol d’ar beziou ema korf sant Stephan, a oue labezet gant ar Iuzevien er meaz euz a gear Jerusalem. Ann dud fidel her c’herc’has ac’hano enn noz, dre va urs-me, hag a gasaz anezhan da eunn ti am boa var ar meaz. Me hen enterraz goudeze er plas ma tlienn beza enterret va-unan. Nicodem, ann hini a deue da velet Jezuz dre guz, a zo eno ive ena eunn arched all. Pa renkaz kuitaat Jerusalem abalamour d’ar garantez en doa evit hor Zalver, me a roaz digemer d’ezhan em zi, ha chom a eure ganen betek fin he vuez. He enterri a riz gant henor e kichen Stephan. Er memes leac’h ec’h enterriz c’hoaz va mab Abidas, a zo maro em raok d’ann oad a ugent vloaz. Korf hema a zo enn trede arched, hag enn arched-se e oue lakeat ive va hini-me goude va maro ; abalamour da ze eo ann huela. »
Goulskoude Lusian en doa beac’h o kredi ar pez a lavare ann den koz, ha ne d-eaz ket dioc’htu da Jerusalem. Mes d’ar guener varlerc’h Gamaliel a zistroaz d’he gaout, hag a ziskouezaz d’ezhan peder baner, teir aour hag unan arc’hant. Euz ann deir baner aour, diou a ioa leun a roz guenn, hag ann drede, a roz ruz. Ar baner arc’hant a ioa karget a louzou a c’houez vad.
Lusian a c’houlennaz petra zinifie ar paneriou-ze hag ann traou a ioa ennho. « — Ar baner a zo leun aroz ruz a verk Stephan, eme C’hamaliel, abalamour m’en deuz skuillet he c’hoad evit Jezuz-Krist. Ann diou baner aour all a verk Nikodem ha me, hag ar baner arc’hant a verk va mab Abidas, abalamour m’eo maro gant sae venn he vadiziant. » Var gement-se, Lusiana zihunaz hag a drugarekeaz Doue ; mes nez eaz ket c’hoaz var dro ann eskop Iann, A benn eiz dez goude, Gamaliel a deuaz d’he gaout evit ann drede guech, hag a rebechaz d’ezhan he leziregez da zenti. Diskleria a eure, ouspenn, e vije fin d’ar zec’hor a ioa er vro d’ann ampoent, kerkent ha ma vije kavet ar relegou m’en doa great kaoz anezho. Enn dro-ma Lusian ne varc’hataz mui, ha setu hen da Jerusalem da gounta he histor d’ann eskop Iann.
Hema a vouelaz gant ar joa oc’h he glevet, hag a lavaraz d’ezhan hasta klask ar relegou-ze. Ho c’hlask a reaz da genta dindan eur bern mein a ioa e kichen he iliz; mes eur manac’h santel a ziskleriaz d’ezhan, euz a berz Gamaliel, n’e ket eno edont. Neuze e lakeaz toulla enn eur plas all, hag heb dale e oue dizoloet ann tri arched hag eur mean hag a ioa skrivet varnhan, e lizerennou braz, ar pevar hano-ma : Stephan, Nikodem, Gamaliel, Abidas. Lusian a gasaz raktal ar c’helou-ze da eskop Jerusalem, hag hema a deuaz dioc’htu da Gaphargamala gant daou eskop all.
A veac’h e oue digoret arched sant Stephan ma oue karget ann ear a c’houez vad. Eur maread tud a ioa bodet tro var dro, ha kalz anezho a ioa tud klanv pe vac’hagnet. Hogen, trizek ha tri-ugent euz ar re-ma a bareaz var ann heur. Korf ar Zant a ioa eat e ludu ; mes ann eskern a ioa enn ho fez ha chomet enn ho flas. Eul lodennik a oue lezet e Kaphargamela, hag ann arched o veza bet serret adarre var ann nemorant, ann eskop Iann la roaz urs d’he zougen e prosesion da Jerusalem, e leac’h m’oa bet great sant Stephan avieler. Kerkent e kouezaz glao aoualc’h evit lakaat ann traou da boulza enn douar kouls ha biskoaz. Ar relegou santel-ze a oue kaset goudeze da Gonstantinopl, hag ac’hano e ouent digaset da Rom.
Doue en deuz roet da anaout meur a vech, enn eur feson mirakuluz, e pe leac’h pa enterret he zervicherien. Ann dra-ma a ziskouez d’eomp sklear ar c’hoant en deuz e ve henoret ho relegou. Ar relegou-ze, ha kement a zo bet var dro ar Zent, evel chadennou sant Per, o deuz bet ive aliez ar vertuz da berea klenvejou ar c’horf. Bezomp eta leun a respet hag a zevosion evitho, ha ma ne obtenomp ket ato iec’hed evit hor c’horf, dre ar respet hag ann devosion-ze, ec’h obtenimp da vihana grasou a zilvidigez evit hon ene : ar pez a dal kalz hirroc’h.
ominik a ioa ginidik euz ar Spagn, hag a oue, ken
dreizhan he-unan, ken dre ann Urs nevez en deuz
savet, eur sklerijenn gaer evit ann Iliz hag eunn difennour
gallouduz evit ar feiz hag ar relijion. Enn he genta
bugaleach oa dija eur zantik, ha betek he bevarzek vloaz
e oue skoliet gant eunn eontr belek en devoa.
Neuze e oue kaset da achui he studi da skolach Palensia, hag eno e teuaz heb dale da veza habil var ann holl skianchou, ha dreist peb tra var ar skianchou sakr. Mes, dre ma kreske he zeskadurez, he zantelez a greske ive. Ato e veze var evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed, ha ne ehane da gastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Iun a rea aliez, ha bemnoz e kouske var zolier he gambr.
Bez’en doa ive eur garantez heb he far evit ar beorien. Eunn droiad, eunn intanvez geazadeuaz da c’houlenn eunn dra bennag diganthan da zikour paea ransoun he mab, a ioa kouezet etre daouarn ann Turked.
Dominik a respountaz d’ezhi raktal : « — N’em euz nag aour, nag arc’hant ; mes labourat a c’houzounn, ha mar kirit me ielo e kaptivite e plas ho mab. » Ann intanvez a gavaz ann dra-ze re ; anez avad, ar Zant a vije bet eat dioc’htu, ha laouen zoken.
Pa oue echu he studi ganthan, Dominik a resevaz ann Ursiou sakr, hag a benn eunn tachad goude e teuaz da ober eur bale e Frans asambles gant eskop Osma. Hogen, eunn druez oa guelet e pe stad edo d’ann ampoent ar relijion er c’hresteiz euz ar Frans. Bandennadou heretiked a rede ar vro, armou gantho, enn eur ober skrab e peb leac’h hag enn eur laza ar veleien. Lod euz ar re-ma a ziskroc’hennent e beo, ha var lod all e skoent ken na laoskent ho huanad diveza. Enn ilizou e vruzunent ar c’haliriou hag ann arc’hantiri sakr, hag euz ann ornamanchou da offerenna e reant dillad evit ar merc’hed. Betek pevar, pemp, hag eiz mil den zoken, e vezent avechou epeb bandenn.
Ar Zant, o veza bet test he-unan euz ar freuz a rea ann heretiked-se, a c’houlennaz kounje digant ar pab da vont da brezeg enn ho zouez, hag ar pab a roaz kounje d’ezhan. Goulskoude n’oa ket brao tostaat ouz tud ken aheurtet ha ker fallakr ; mes Dominik a ioa leun a fizians e Providans Doue ha prest da vervel evit savetei eunn ene hebken. Mont a eure eta d’ho c’haout, diarc’henn hag heb ken armou nemed he zousder hag he basianted.
Klask a reaz ann dro, da genta, da gaozeal gant ar chefou, ha diskouez a eure d’ezho ker sklear ar virionez euz ar relijion gatholik ma lakeaz raktal darn anezho da zilezel ho fals kredennou. Goudeze e kendalc’haz, epad seiz vloaz dioc’htu, da rei misionou er c’heariou ha var ar meaz, ha dre nerz he gomzou hag he viraklou en devoue ann eur da zigas d’ar gear ouspenn kant mil danvad dianket.
Goulskoude ar pez a zervichaz d’ezhan ar muia da denna kement all a eneou divar hent ann ifern a oue ar Rozera. Ar Verc’hez he-unan eo hen aliaz da zeski ar bedenn-ma d’ar bobl : « — Varlerc’h salud ann eal, emezhi, eo deuet ann hini a dlie prena ar bed, ha dre ar zalud-se eo e tle ive ar bec’herien distrei ouz Doue. Boazit eta ar bobl da lavaret kant hanter-kant Ave Maria em henor, gant eur Bater e penn peb dijenez, ha kerkent e velot ho labouriou abostolik o tougen eur frouez burzuduz. »
Dominik a zentaz : e kement leac’h ma’z ea, ne brezege mui, kouls lavaret, nemed var ar Rozera, ha divar neuze e c’hellaz kounta a villerou ann heretiked a guitea ho c’hredennou faoz.
Ar zant-ma a zavaz ive eunn Urs nevez a venac’h, hag a zo anavezet dindan ann hano a Urs sant Dominik.
Eunn devez m’edo o pedi enn eunn iliz a Rom, e velaz hor Zalver enn he c’hloar, tri gleze ganthan enn he zorn ha prest da dreuzi gantho kement den a ioa var ann douar. Mes ar Verc’hez en em strinkaz d’he dreid enn eur c’houlenn pardoun ha trugarez, ha goudeze e tiskouezaz d’ezhan daou euz he zervicherien, enn eur lavaret : « — Ann daou-ma, dre ho frezegennou, a lakaio ar bec’herien da jench buez. » Ker buhan hor Zalver a lezaz da goueza ann tri gleze a ioa ganthan enn he zorn.
Hogen, ann daou zervicher ma komze Mari anezho oa sant Dominik he-unan ha sant Fransez a Asiz.
Sant Dominik a glanvaz e Bologn er bloaz 1221, hag
eno e varvaz leun a veritou d’ar 6 a viz eost, oajet heb-ken
a eur bloaz hag hanter-kant.
Abaoue sant Dominik, n’e ket hebken a villerou, mes a vilionou eo e c’heller kounta ann dud a zo bet dleourien euz ho zilvidigez d’ar rozera pe d’ar chapeled. Dalc’hit mad eta d’ann devosion-ze. Eunn dra gaer eo zur gouzout lenn ha kaout eul levr da heul ann offisou, mes arabad eo d’hoc’h evit kement-se ober fae var ar rozera pe ar chapeled. Goaz a ze d’ar re o deuz mez o tispaka ho japeled ! Ar Verc’hez d’he zro e devezo mez oc’h anaout anezho evit he bugale, ha ma n’int ket anavezet gant ar Verc’hez evit he bugale, penaoz e c’hellint-hi mont d’ar baradoz ? En em lakit e breuriez ar rozera ma n’emaoc’h ket c’hoaz ennhi, pe, mar oc’h euz aoun na gemerfac’h eur garg re bounner oc’h en em lakaat er vreuriez-se, livirit da vihana ho chapeled eur vech enn amzer, evel : da zul ha da c’houel da c’hortoz ann offerenn pe ar gousperou da viska, pe, dioc’h ann abardaez, goude ann offisou.
nn amzer ar pab Liber, e tro ar bloaz tri c’hant hanter-kant,
ez oa e Rom eunn den devot ha pinvidik
euz a vouenn ann noblans koz euz a gear. Ann den-ze
a ioa Iann he hano. Dimezet oa pell a ioa ; mes n’en doa
ket a vugale ha n’edo mui enn oad da gaout. Var gement-se
he c’hreg hag hen en em glevaz ho daou da ober
ho heritourez euz ar Verc’hez ; rak he c’hreg a ioa ive
eur vaouez a zoujans Doue. Mes nec’het oant o klask
gouzout pe seurt implij a vije guella gant ar Verc’hez a
rajent euz ho danvez, ha ne ehanent da bedi, da iun ha
da rei aluzenn d’ar paour evit anaout he bolontez var ar
poent-ma.
Mamm Doue a zelaouaz erfin mouez ho fedennou, ho
iuniou hag ho aluzennou, hag eunn nozvez, etre ar
pemp hag ar c’houec’h a viz eost, ec’h en em ziskouezaz
da bep hini anezho dre ho c’housk, enn eur lavaret
oa he bolontez hag hini he Mab ma lakajent sevel eunn
iliz nevez enn he henor var menez Eskuilin, er plas a
gavchent goloet a erc’h dioc’h ar mintin.
Ann daou bried kristen, o veza dihunet, a gountaz ann eil d’egile ar pez a ioa bet diskleriet d’ezho gant ar Verc’hez, ha kerkent ha goulou-deiz ez ejont ive ho daou da gounta ann dra-ze d’ar pab Liber. Ar pab a reaz asambli dioc’htu beleien ha tud fidel Rom evit mont gantho e prosesion da venez Eskuilin ; rak mamm Doue e devoa lavaret d’ezhan ive dre he gousk ar pez e devoa lavaret da Iann ha d’he c’hreg.
Pa erruaz ar prosesion var ar menez, e oue kavet eno e guirionez eur guiskad erc’h euz a hirrder hag euz a ledander eunn iliz. Ann holl a oue mantret, hag a drugarekeaz Doue hag ar Verc’hez o velet eunn hevelep burzud ; rak ann dra-ma a ioa d’ar c’houec’h a viz eost, ha d’ar mare-ze euz ar bloaz e vez ato tomm-skaot ann amzer e Rom.
Raktal e stagchot d’al labour, hag heb dale e oue savet er plas-se eunn iliz gaer enn henor da vamm Doue divar goust Iann hag he bried. Ann iliz nevez a oue hanvet da genta iliz Liber, abalamour m’oa c’hoarvezet ar mirakl enn amzer ar pab-ma. Goudeze e oue great anezhi iliz Introun-Varia-ar-C’hraou, abalamour ma oue lakeat ennhi kraouik ar Mabik Jezuz, a ioa nevez digaset euz a Vethleem da Rom. Ar c’hraouik-se eo al laouer goat pe ar manjouer a zervichaz da gavell d’ar Mabik Jezuz goude m’oa ganet.
Erfin e oue roet d’ann iliz-ma ann hano a iliz Introun-Varia-Vraz, abalamour ma’z oa ar vrasa hag evel ar rouanez euz ann ilizou e devoa ar Verc’hez e Rom. Ar pab sant Gregor a ordrenaz mont di e prosesion evit pedi ar Verc’hez da obten digant Doue ma’c’h ehanje ar vosenn a lakea d’ann ampoent ar spount hag ann anken e kement korn a ioa enn Itali. Eno ive, er bloaz 653, eunn den fallakr a gollaz ar gueled enn eunn taol kount abalamour ma klaske lamet he vuez digant ar pab sant Martin. Ar burzudou a c’hoarvez bemdez, kouls lavaret, enn eunn templ hag a zo bet choazet he blas gant ar Verc’hez he-unan, o deuz brudet dre bevar c’horn ar bed iliz ann Introun-Varia-Vraz, hag a laka bandennadou tud fidel da ziredet di euz a bep bro evit goulenn sikour digant mamm Doue ken enn ezommouho c’horf, ken enn ezommou ho ene.
Mar oc’h euz bet madou digant Doue, diouallit da genta da ober goall implij anezho, da lavaret eo, diouallit d’ho dispign e mezventiou, e fougerez pe e follenteziou all evelse. Mes ann dra-ze c’hoaz n’e ket aoualc’h. Red eo d’ehoc’h, ouspenn, goude beza pourveet d’hoc’h ezommou hoc’h-unan ha da ezommou ho pugale, rei ive eunn dra bennag d’ann iliz ha d’ar paour. Tud pinvidik eur barrez a dle, hervez ho galloud, sikour kaeraat pe rapari ho iliz dioc’h ma vez red, ha sikour er memes amzer peorien ar barrez-se da veva ha d’en em viska. Ma n’her greont ket, e vankont d’ho dever hag o deuz pec’hed dirak Doue. Ma n’oc’h euz ket a vugale, grit evel ann daou bried devot a lakeaz sevel iliz ann Introun-Varia-Vraz e Rom : roit ho tanvez, pe da vihana lod anezhan, da Zoue, pe d’ar Verc’hez, pe da lakaat pedi evidhoc’h goude ho maro. Evelse ann danvez-se, e leac’h beza kollet evidhoc’h evel ar madou a lez var ho lerc’h eur maread tud ha ne zonjont nemeur enn ho ene, a zervicho d’ehoc’h c’hoaz er bed all da brena pe da gaeraat ho plas er baradoz.
unn devez, epad m’edo o prezeg he Aviel dre ar Judee,
hor Zalver Jezuz-Krist a gemeraz tri euz he ebestel.
Per, Jakez ha Iann, hag ho c’hasaz ganthan a gostez
var eur menez huel. Ar menez-se oa menez Thabor. Enn
eur erruout eno, hor Zalver en em lakeaz da bedi ; mes
a greiz he bedenn e chenchaz doare enn eunn taol kount.
He dal a deuaz da veza skeduz evel ann heol, hag he
viskamant, guenn evel ann erc’h.
Ha setu Moizes hag Elias oc’h en em ziskouez var ar menez, ha Jezuz hag hi o kaoseal asambles.
Estlammet-holl o velet kement all, sant Per a lavaraz raktal : « — Mestr, eunn dudi eo beza ama ; mar kirit, ni zavo ama tri delt, unan evidhoc’h, eunn all evit Moizes hag eunn all evit Elias. » N’oa ket he gomz ganthan peur-achuet pa oue goloet, hen hag ann daou abostol all, gant eur goabrenn lugernuz.
Ha setu eur vouez o tont euz ar goabrenn-ze, hag o lavaret : « — Hema eo va Mab muia karet, annhini m’eo va holl flijadur sonjal ennhan ; selaouit-hen. »
O klevet ar vouez-ma, ann diskibien a oue spountet, hag a gouezaz var ho fenn d’ann douar. Mes hor Zalver a ieaz d’ho c’haout, hag a douchaz outho enn eur lavaret : « — Savit enn ho sa, ha n’o pezet aoun ebed. » Kerkent e savchont ho daoulagad, ha ne veljont mui den enn dro d’ezho nemed Jezuz. Goudeze, p’edont o tiskenn divar ar menez, hor Zalver a lavaraz d’ezho evelhenn : « — Ne livirit grik euz ar pez oc’h euz guelet bremaik ken na vezo savet Mab ann den euz a varo da veo. »
Hor Zalver Jezuz-Krist n’en em ziskouezaz er stad-se a c’hloar, dirak ann tri abostol a garie ar muia, nemed evit ho c’hrenvaat er feiz. Klask a rea miret outho da fallgalouni pa her gueljent goapeat, karget a vez hag a zismegans, hag evel breset etre treid ann dud, enn amzer he basion hag he varo. C’hoant en doa ive da rei da anaout d’ezho ar c’hloar a ioa ouz ho gortoz ho-unan er baradoz ma vijent fidel da gerzet bepred var he roudou epad ar vuez-ma. Evelse ive, ma laka avechou ann Aotrou Doue da bara var hoc’h ene evel eur sklerijenn euz ann env, ma ro d’ehoc’h avechou evel eunn tanva euz a joauzdet ar Zent hag ann Elez, ne d-eo ken nebeut nemed evit rei muioc’h a nerz d’ho kaloun hag ober d’ehoc’h chom startoc’h enn ho tever p’en em gavot adarre evel beuzet enn eur mor a c’houervder, pa gouezo adarre eur barr-enkrez bennag var ho spered, pe pa stago eur goall boan bennag ouz ho korf ; ne d-eo erfin nemed evit rei d’ehoc’h da goumpren muioc’h-mui eo dre hent ar groaz e tleit bale er bed-ma evel Jezuz mar fell d’ehoc’h beza euruz asambles ganthan er bed all.
O velet ann doare skeduz a gemeraz hor Zalver var menez Thabor, sant Per a lavaraz dioc’htu : « — Eunn dudi eo beza ama. » Setu aze ive petra livirimp hed ann holl eternite mar d-eomp d’ar baradoz. Mes, da c’hortoz, e c’hellomp lavaret ar memes tra, ma ren Doue enn hor c’haloun dre he c’hras hag he garantez ; rak neuze ema Jezuz ganeomp e guirionez, ha mar d-ema Jezuz ganeomp penaoz e kredfemp en em glemm ?
Goude beza bet var menez Thabor, Hor Zalver a bignaz heb dale d’ar C’halvar, ha sked he c’hloar ne oue guelet nemed enn eur dremen, eleac’h poaniou he basion a badaz pellik amzer. Avechou ive Doue a ro d’eomp evel eunn tanva euz joauzdet ann env. Ne vez ket hirbaduz avad peurvuia ; ha n’eo roet nemed evit krenvaat ar galoun abenn ma teuio adarre eur beac’h enkrez bennag d’he goaska. Hounnez eo al lezenn : evit kaout perz e gloar Jezuz eo red dougen ar groaz a unan ganthan.
ajetan a ioa ganet e kichen Veniz enn Itali, hag a
oue goestlet d’ar Verc’hez gant he vamm kerkent
ha ma teuaz er bed. Ker fur ha ken devot oa enn he vugaleach
ma ne reat nemed ar Zantik anezhan.
Pa oue echu he studi ganthan, e oue resevet doktor
e Padou, ha goudeze e tistroaz d’ar gear. Neuze, gant
sikour he vreur kosa, e reaz sevel eur chapel tost da
vaner he dad, hag e paeaz eur belek dalavaret ann offerenn
er chapel-ze, da zul ha da c’houel, evit ann dud
divar dro ; rak truez en doa ouz ann dud keiz-ma abalamour
m’edont re bell dioc’h ho iliz parrez. Mes c’hoant
mont da velek en doa he-unan, ha setu hen da Rom.
Eno ar pab Jul, eil euz ann hano, a roaz d’ezhan ann
Ursiou sakr, hag eur vech belek n’en devoue mui ken
sonj na ken ioul nemed da labourat evit gloar Doue ha
silvidigez he nesa. Evit tec’het araok ann henoriou, e
kuiteaz Rom hag ec’h en em dennaz adarre e kostez Veniz.
He vrasa plijadur oa beza etouez ann dud paour, ar
vicherourien hag ar goueriated geiz pe al labourerien
douar. Prezeg a rea d’ezho gant kalz a nerz, hag ho alia
a rea dreist peb tra da dostaat aliez ouz ar zakramanchou.
Implij a eure darn euz he zanvez evit sevel hospitaliou, hag he-unan ec’h entente ouz ar re glanv, n’euz fors peger speguz e vije ho c’hlenved. Evel eunn eal oa pa veze var ho zro, hag er gador-zarmoun oa evel eunn abostol. N’e ket souez eta ma c’houneze ann holl galounou da Zoue, ha ma veritaz reseo al leshano kaer a Jaseour eneou.
D’ar c’houlz-ze Doue a lakeaz enn he spered sevel eunn Urs nevez a venac’h pe eur goumpagnunez nevez a veleien evit servichout da skouer d’ann holl dud a iliz. Enn Urs pe er goumpagnunez nevez-se e tliet beva ato divar ann aluzenn ; mes difennet oa mont da glask, hag ar venac’h pe ar veleien a renke gortoz ken na deuje eunn den mad bennag da zigas d’ezho pe a dra da zibri. Setu aze peger striz oa ar reolenn a vuez a roaz Kajetan d’he ziskibien. Goulskoude niver ar re-ma a greskaz kement e berr amzer ma oue red sevel peder gouent evitho, unan e Rom, eunn all e bro ar Zant, eunn all e Veniz hag eunn all e Napl.
Kajetan a ioa e Rom pa oue kemeret ar gear-ze gant arme impalaer ann Allemagn. Ar zoudarded a zaillaz var he gouent enn esper kaout eno berniou aour hag arc’hant ; mes, o veza ne gavent netra, e rejont a bep seurt iudazerez d’ar Zant hag her c’haschont erfin d’ar prizoun. Kajetan en em istime euruz abalamour m’en doa bet eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist ; mes Providans Doue a veille bepred varnhan, hag heb dale e oue laosket da redet.
Kaloun ar Zanta verve dalc’h-mad gant tan karantez Doue. Tremen a rea betek eiz heur dioc’htu o vedita, hag epadann amzer-ze e skuille eur mor a zaelou. Aliez e veze douget a spered betek ann env, hag eur blavez, da noz Nedelek, en devoue ama eur da reseo ar Mabik Jezuz etre he zivreac’h euz a zaouarn ar Verc’hez, a greiz m’edo o pedi enn iliz.
Kajetan a gastize ive he gorf dre bep seurt pinijennou, hag enn he glenved diveza zoken ne falvezaz d’ezhan kaout ken guele nemed al ludu hag ann douar noaz. « — Va Zalver, emezhan, a zo maro var ar groaz, he benn toullet gant spern, he zaouarn hag he dreid treuzet gant tachou. Nebeuta a c’hellann da ober evithan eo mervel var al ludu gant eur zae reun enn dro d’am c’horf. »
He varo euruz a erruaz d’ar 7 a viz eost euz ar bloaz 1547, er seizved blavez ha tri-ugent euz he oad. Doue a ziskleriaz be zantelez dre eunn niver braz a viraklou, hag ar pab Klemant X hen lakeaz var roll ar Zent er bloaz 1661.
Enn Urs a zo bet savet gant saut Kajetan e vever divar ann aluzenn ; mes n’euz ket a gounje da vont da glask, hag ar venac’h a renk gortoz ken na blij gant eunn den mad bennag digas d’ezho pe a dra da zibri. Goulskoude, abaoue ouspenn tri c’hant vloaz zo m’eo bet savet ann Urs-se, n’euz bet biskoaz manket netra d’ann Tadou a zo ennhan : Providans Doue e deuz ato pourveet d’ho holl ezommou. Goude eunn hevelep kentel, piou a c’hellfe difiziout euz a Brovidans Doue ? Mar bezit bepred aketuz da zervicha Doue, Doue en devezo ive soursi ac’hanoc’h bepred, hag ober a rafe kentoc’h eur mirakl enn ho kenver eged ho lezel enn abandoun.
nn impalaer Maksimian, o veza roet urs da zevel eur
palez kaer e Rom, a goundaonaz ar gristenien da
zarbar ar vansounerien. Ar gristenien geiz-se a ioa truez
ho doare ; rak dougen a renkent sammou mein hag a
bep seurt traou all var ho chouk, ha n’o doa ket hanter-voued
da zibri. Mes eunn den pinvidik euz a gear, hag
hen kristen ive, a lakea kas boued d’ezho dre guz, hag
evit ar gefridi-ze a drugarez ec’h en em zerviche euz a
Ziriak, Larg ha Smaragd.
Ar re-ma a ioa tri zen iaouank leun a feiz, hag enn eur gas d’ann darbarerien pe a dra da rapari nerz ho c’horf, ne espernent netra ken nebeut evit rei eunn nerz nevez d’ho c’haloun. Ar pab sant Marsellin, o veza klevet hano euz ar vadelez a ziskouezent e kenver ho breudeur paour ha reuzeudik, a reaz Siriak avieler.
Mes eunn nozvez e ouent paket o kas boued d’ann darbarerien, ha raktal e ouent koundaonet da labourat eveldho. Hogen, Siriak, Larg ha Smaragd n’oa ket aoualc’h d’ezho dougen ho beac’hiou ho-unan ; dougen a reant c’hoaz beac’hiou ar re all, ha dreist holl, beac’hiou ar re a ioa dija sempl ha kabac’h. Gant ann dra-ze e vezent ato laouen e kreiz ho foan, ha ne ehanent da gana meuleudiou ann Aotrou Doue.
Ann impalaer Maksimian, o veza klevet petra reant, a ordrenaz ho zeuler enn eur prizoun tenval ; mes eno Doue a roaz da Ziriak ann donezoun a viraklou, hag eur maread tud klanv a oue pareet ganthan enn eur feson burzuduz.
Ann impalaer Dioklesian en devoa eur verc’h, he hano Artemii, hag a ioa eat ann diaoul enn he c’horf. Eunn devez, ann diaoul a lavaraz dirak ann impalaer ne d-aje ket euz a gorf ar brinsez nemed galvet e vije var al leac’h ann avieler Siriak. Dioklesian a lakeaz kerc’hat ar Zant dioc’htu, ha Siriak, o veza erruet e kambr Artemii, a gomzaz evelhenn ouz ann drouk-spered : « — Enn hano Jezuz-Krist, me ro urs d’id da guitaat korf ar brinsez-se. » « — Merk d’inn eta eur plas all, eme ann diaoul, mar ec’h euz c’hoant ez afenn kuit ac’hann. » « — Deuz em c’horf-me mar gellez, eme ann avieler. » « — Ne c’hellann ket mont enn da gorf-te, eme ann drouk-spered, abalamour m’ema siell Doue varnhan. » « — Mad, eme Ziriak, hast affo neuze kuitaat korf ar brinsez-se, evit ma vezo ive e stad da reseo ar Spered-Santel. »
Kerkent ann diaoul a dec’haz kuit enn eur iudal. Kerkent
ive Artemii a anavezaz ar virionez euz ar relijion
gristen, ha Siriak he badezaz dirak he zad hag he mamm
goude beza he c’helennet egiz ma’z oa dleet. Evit rekoumpansi
ann avieler santel, Dioklesian a roaz d’ezhan
eunn ti e Rom, hag enn ti-ze e vevaz eur pennad e
peoc’h asambles gant Larg ha Smaragd ; rak ann daou-ma
a ioa bet laosket ive da redet dre urs ann impalaer.
Mes etre daou Siriak a oue klasket adarre da vont d’ar Pers var dro merc’h ar roue Sapor, a ioa eat ive ann diaoul enn he c’horf. En em lakaat a eure enn hent raktal asambles gant he zaou vignoun, hag enn eur erruout er vro-ze e kasaz ann drouk-spered euz a gorf merc’h ann impalaer. Mes er Pers n’e ket hebken merc’h ar roue a oue gounezet d’ar feiz dre eunn hevelep mirakl ; he zad a oue gounezet ive, ha ganthan ouspenn pevar c’hant all, ken goazed, ken merc’hed. Siriak a vadezaz ann holl baianed-se, ha goudeze e tistroaz da Rom.
Eno Larg, Smaragd hag hen a vevaz eur pennad all e peoc’h. Mes, ann impalaer Dioklesian o veza roet ann dilez euz hedron, ne zalejont ket da veza prizouniet evit ann eil guech, hag enn dro-ma e ouent koundaonet ho zri da veza dibennet. Siriak a oue skuillet da genta pek bero var he benn. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 303 goude donedigez hor Zalver.
Ann tri zant-ma, o veza bet koundaonet da labourat evel ann dararerien geiz ma kasent boued d’ezho dre guz, n’oa ket aoualc’h evitho dougen ho beac’hiou ho-unan, dougen a reant c’hoaz beac’hiou ar re all, ha dreist holl beac’hiou ar re a ioa dija sempl ha kabac’h. Pebez karantez a ioa neuze etouez ar gristenien, ha pegen nebeut a zo brema etouez ann amezeien hag ar breudeur zoken ! Nag a bed den dic’hras a diavis ne gaver ket bemdez, ha ne fell d’ezho ober netra evit ho nesa ! Goulskoude Doue a gemer evel great evithan he-unan ar pez a reomp evit hon nesa. Bezit eta prest ato da zikour ar re all, da ober vad pe blijadur d’ezho, hag evelse e viot paet mad eunn deiz gant ann Tad oc’h euz enn env, hag a vel ar garantez a zo enn ho kaloun evit o nesa.
ermen a ioa ganet e kear Aoserr e Frans a duda lignez
huel. Goude beza bet er skol enn he vro epad meur
a vloaz, ez eaz da Rom da ober he studi evit beza alvokad, hag eno e timezaz. Neuze e tistroaz da Aoserr, hag
e oue lakeat da gabiten var ar zoudarded. Hogen, eur
goall jaseour oa, ha p’en deveze lazet eul loan gouez
bennag o chaseal, e stage he benn a-istribill oc’h skourrou
eur vezenn vraz a ioa e kreiz kear. E kement-se ec’h
heulie giz ar baianed, hag ann dra-ma a ioa eur skouer
fall evit ar gristenien. Setu perak ann eskop, he hano
Amator, a skandalaz ar c’habiten. Mes hema ne reaz van
evit he glevet, hag ann eskop a ordrenaz pilat ar vezenn.
Jermen a egaraz pa oue kountet d’ezhan petra ioa great ; rak var ar meaz edo d’ann ampoent. Mes Doue a roaz da anaout da Amator e tlie ar c’habiten iaouank-se beza eskop var he lerc’h, ha setu hen raktal da Aotun da c’houlenn kounje digant ar gouarner da reseo Jermen e renk ar glouer. Obten a eure dioc’htu ar pez a c’houlenne, ha pa oue distro da Aoserr, e trouc’haz he vleo d’ar c’habiten hag e viskaz d’ezhan sae ann dud a iliz.
Amator o veza maro prest goude, Jermen a oue choazet gant ann holl evit eskop. Divar neuze e chenchaz evel eunn all enn he blas. He bried ne oue mui evithan nemed eur c’hoar, ha n’en devoa nemed disprij evit gloar ar bed. Pedi a rea heb ehana, kouls lavaret ; ne zebre nemed bara heiz, ha ne eve morse banne guin ebed. Eur c’houriz reun a zouge bepred, ha n’en doa ken guele nemed ar plench gant eur guiskad ludu var c’horre. Bemdez e iune betek ar pardaez-noz, hag avechou zoken ne rea nemed eur pred er zizun. Erfin, kement tra en devoa a ioa d’ar paour ; he di a ioa digor d’ann holl, hag he-unan e voalc’he ho zreid d’ar re a deue da c’houlenn lojeiz diganthan.
D’ar mare-ze ez oa e Bro-Zaoz eur rumm heretiked ha ne espernent netra evit gounit Bretouned ar vro-ze d’ho fals kredennou. Sant Jermen a oue karget gant ar pab da vont di da zikour ar Vretouned da zifenn ho feiz. En em lakaat a eure raktal enn hent, hag, o veza treuzet ar mor, e tiskouezaz ker sklear d’ann heretiked-se n’edo ket ar virionez gantho ma teuaz ar Vretouned holl da drei kein d’ezho. Ann heretiked ho-unan a oue ken mezek ma ne zigorjont mui ho ginou da lavaret eur ger a enep ar relijion gatholik.
Etre daou, ar Zaozon hag eur bobl all dioc’h kostez ann Hanter-Noz a ioa saillet var douar ar Vretouned, hag ar re-ma a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit. Sant Jermen n’en doa ket c’hoaz ankounac’heat he vicher a gabiten, hag a glaskaz ann tu da rei ar viktor d’ar Vretouned heb na vije skuillet berad goad ebed. En em lakaat a reaz er penn araok euz ho arme, enn eur lavaret d’ar zoudarded leusker a benn teir guech diochtu ar iouc’hadenn a laoskche he-unan da genta, kerkent ha ma vije guelet ann enebourien o tostaat. Ar Zaozon hag ho c’hamaladed o veza en em ziskouezet var eunn dorgenn, ar Zant a griaz a bouez-penn : « — Alleluia ! alleluia!! alleluia!!! » Rak ann dra-ma a ioa enn amzer Bask. Kerbuhan ar Vretouned a zirollaz da grial eveldhan : « — Alleluia! alleluia!! alleluia!!! » Ekleo ar menez a gasaz ar griadenn-ze penn-da-benn d’ann draonienn gant eunn trouz estlammuz, hag ann enebourien a oue ker spountet o klevet ann trouz-ma ma kemerjont holl ann teac’h enn eur lezel ho armou var ho lerc’h.
Goude ar viktor-ze, sant Jermen a zistroaz d’he eskopti. Goulskoude mont a eure da Vro-Zaoz eur vech all evit diskar a nevez ann heretiked, a felle d’ezho adarre sevel ho mouez. Enn eur zont ac’hano, e oue pedet gant roue Breiz, hor bro-ni, da c’houlenn gras evithan digant ann impalaer Valantinian, trede euz ann hano. Roue Breiz hag he zujidi a ioa troet a enep ann impalaer-ma, ha Valantinian, drouk ennhan, en doa digaset eunn arme da ober brezel dezho. Sant Jermen a ieaz da genta da ziarbenn ann arme-ze, ha goudeze e skoaz etrezek Raveenn enn Itali, el leac’h m’edo ann impalaer o chom.
Ne c’houfe den lavaret gant pebez henor e oue digemeret eno ; mes ive ober a rea ken aliez a virakl hag a gammed. N’en devoue ket a boan eta oc’h obten pardoun evit ar Vretouned. Mes koueza a eure klanv he-unan, hag a benn eunn nebeut deveziou ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou abostolik. He varo euruz a erruaz d’ann 31 a viz gouere euz ar bloaz 448, hag he gorf a oue digaset da enterri da Aoserr, el leac’h m’oa bet eskop epad tregont vloaz ha pemp devez var ’nn ugent.
Ar zant-ma en deuz roet kalz sikour d’ar Vretouned euz he amzer, da Vretouned Bro-Zaoz enn eur zifenn ho feiz a enep ann heretiked, ha d’ar re a ioa dija o chom enn hor bro-ni enn eur lakaat ar peoc’h etre ann impalaer Valantinian hag hi. Abalamour da ze hon tadou koz o deuz bet ato eunn devosion vraz evithan, hag o deuz savet meur a iliz ha meur a japel enn he henor. Rak kredi a reant ne c’helle ket Jermen ankounac’haat er baradoz eur bobl hag en doa bet kement a druez outhan epad m’edo c’hoaz var ann douar. Bezomp bepred hon-unan devot da eur zant hag en deuz great kement a vad d’hon tadou koz, hag eveldho e vezimp sikouret ganthan, enn ezommou hor c’horf hag enn ezommou hon ene.
orans a ioa ganet e Spagn, mes dont a eure da Rom
enn he iaouankiz, hag eno ar pab Sist her greaz
avieler hag a gargaz anezhan euz a denzor ann iliz. Ar
pab-se o veza bet prizouniet ha koundaonet d’ar maro
dre urs ann impalaer Valerian, Lorans en doa c’hoant
ive da vervel asambles ganthan. Redet a reaz d’he gaout
p’edot oc’h he gas da zibenna, ha neuze e komzaz outhan
evelhenn :
« — Va zad, da be leac’h ez it-hu evelse heb ho mab ? Belek santel, da be leac’h ez it-hu heb hoc’h avieler? Bete vrema ne ginnigac’h sakrifis ebed da Zoue heb na vijenn enn ho kichen. Petra zo displijet d’ehoc’h ennon ? Ha remerket oc’h euz-c’houi oa sempleat va c’haloun ? Va list da ober koumpagnunez d’ehoc’h, hag e velot pe me zo din ato, pe n’ounn ket, euz ar choaz o poa great ac’hanon evit ho servicha ouz ann aoter. Goude m’oc’h euz va c’harget da vaga eneou ann dud fidel gant korf ha goad Jezuz-Krist, perak ne fell ket d’ehoc’h-hu e kemmeskfenn va goad gant hoc’h hini var dachenn ar verzerenti ? Enn han’ Doue, Tad Santel, n’am abandounit ket evelse. »
Ar pab Sist a respountaz d’he avieler :
« N’hoc’h abandounann ket, va mab ; mes c’houi a dle gouzanv goasoc’h poaniou egedon-me evit feiz Jezuz-Krist. Ar vourrevien n’int ket bet kriz em c’henver abalamour ma’z ounn dija koz ; enn ho kenver-c’houi avad e vezint kalz krisoc’h abalamour ma’z oc’h c’hoaz iaouank ; mes dre eno ive ar viktor a c’hounezot varnho a vezo eleiz kaeroc’h eget va hini-me. Ho tro a deui a benn tri devez ama ; ac’hann di, mard-euz c’hoaz eunn dra bennag e tenzor ann iliz, roit-hen d’ar paour. »
Var gement-ma, ar pab Sist a ieaz d’ar maro kel laouen ha pa vije bet o vont da eur fest, ha Lorans, he avieler, a hastaz rei d’ar paour ann holl arc’hant a ioa c’hoaz e tenzor ann iliz.
Ann avieler santel en doa a veac’h peur-ingalet he aluzennou pa oue galvet dirak ar barner. Hema a c’houlennaz outhan raktal e pe leac’h edo ann tenzor a ioa enn he garg. « — Mar kirit rei amzer d’inn, me hen diskouezo d’ehoc’h, » eme Lorans. » « — Mad, eme ar barner, me ro d’ehoc’h eunn devez evit ann dra-ze : deuit d’hen diskouez d’inn varc’hoaz d’ann heur-ma. » « — Hag e teuinn, » eme ann avieler.
Lorans a dremenaz ann amzer-ze o klask kement den
paour ha mac’hagnet a c’helle beza e kear, ha goude beza
dastumet holl enn eur vandenn, ez eaz gantho
antronoz da gaout ar barner, enn eur lavaret : « — Setu
ama ann tenzor am euz bet ar garg anezhan, setu ama
tenzor ann iliz. » Ar barner a grene, kement a zroug a
ioa ennhan, o velet hag o klevet kement all ; rak ne oa
dirazhan nemed eur vandennad tud dall, tud born, tud
bouzar, tud kamm, tud hag a vanke d’ezho eunn ezel
bennag pe a ioa goloet ho c’horf a c’houliou.
Raktal ec’h ordrenaz dispenn korf ann avieler a daoliou fouet, hag he gas goudeze d’ar prizoun. Eno eunn den dall a deuaz ar gueled d’ezhan o kregi e dorn ar Merzer hag oc’h hen lakaat var he zaoulagad. Hippolit, kabiten ar goardou, a oue test euz ar mirakl-ma, hag a anavezaz dioc’htu ar virionez euz ar relijion gristen.
Enn devez varlerc’h, ar barner a lavaraz da Lorans kinnig ezans d’ann doue faoz Jupiter, pe e vije bourrevet enn eur feson skrijuz, « — Va bourrevit kement ha ma kerot, eme ann avieler kalounek, ann dra-ze a vezo eunn ebat hag eunn dudi evidon. » Kerkent e oue lakeat da c’hourvez var eur stern koat evit terri he izili outhan, ha goudeze e oue dispennet adarre he gorf gant fouetou ploumm hag a ioa broudou lemm er beg anezho. Neuze Romen, unan euz ar goardou, a velaz eunn eal o sec’ha goad ha c’houezenn ar Merzer.
Abarz ar fin, ar barner a roaz urs da astenn ar Zant var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo dindanhi, evit he rosta a nebeudou. Mes Lorans a ioa kel laouen eno ha pa vije bet var eur guele roz. Pa oue rostet eur c’hostez anezhan, e lavaraz d’he vourrevien : « — Ann tu-ma a zo poaz aoualc’h dija, poent e d’ehoc’h va zrei var ann tu all. » Ha pa oue rostet ive ar c’hostez all e lavaraz d’ezho adarre : « — Setu me poaz holl brema ; debrit pa gerot. » Goudeze e savaz he zaoulagad etrezek ann env, hag e laoskaz e peoc’h he huanad diveza : ar joa en doa lakeat Doue enn he galoun, e kreiz poaniou ker braz, a gendalc’he bepred da bara var he dal. He verzerenti gloriuz a erruaz d’ann dek a viz eost euz ar bloaz 258.
Ar zant-ma, astennet var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo
dindanhi, a ioa kel laouen eno ha pa vije bet var eur guele roz ;
ha c’houi, kristen kizidik, a vez prest ato d’en em glemm evit ann
distera poan. Penaoz eta e c’hounezot-hu ar baradoz ma ne fell
d’ehoc’h gouzanv netra er bed-ma ? Sant Lorans a zelle ouz ann env
araok mervel ; grit eveldhan pa viot goasket enn eur feson bennag a
gorf pe a ene, hag euz ann env e teui d’ehoc’h ive nerz da c’houzanv
ho poan gant pasianted.
lphons a Ligori a ioa ganet e Napl a dud a lignez huel,
hag a roaz a-vihanik merkou anat euzh e zantelez da
zont. He vamm hen diskouezaz eunn devez da zant Fransez
a Jirolamo, ha kerkent ar zant-ma a lavaraz e vevche
ar c’hrouadur-ze betek ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent,
e vije eskop hag e raje kalz vad d’ar relijion ha
d’ann Iliz. Hogen, ann traou-ma holl a deuaz da veza
guir.
Enn he iaouankiz, Alphons en em lakeaz er breurieziou devot a ioa savet e Napl evit ann dud iaouank, hag he vrasa plijadur oa mont d’ann hospitaliou da zervicha ar re glanv, chom pennadou hirr da bedi enn iliz ha tostaat aliez ouz ar zakramanchou. Mes er memes amzer oa aketuz d’ar studi, ha d’ann oad a zeitek vloaz oa dija doktor.
Neuze e kemeraz ar vicher a alvokad evit senti ouz he dud ; mes aoun en devoue d’en em goll er vicher-ze, ha ne zaleaz ket d’he c’huitaat. Goulskoude he dad en doa kavet eur fortun gaer evithan ; mes ober a reaz fae ive var ar fortun-ma, hag eunn devez e lakeaz he gleze a istribill ouz aoter ar Verc’hez evit reseo ann Ursiou sakr.
Eur vech beleget, Alphons ne ehanaz da ziskleria
brezel da dechou fall ann den, ha dre nerz he gomzou
e c’hounezaz da Zoue eunn niver dreist kount a eneou.
Truez en doa dreist peb tra ouz ann dud keiz divar ar
meaz, a jome pell avechou da vreina e stad a bec’hed
abalamour n’o doa ket a zeskadurez aoualc’h var ar
relijion. Setu perak e savaz eur goumpagnunez nevez a
visionerien evit ho c’helenn var guirioneziou ar feiz, ha
mont da brezeg d’ezho euz ann eil keriadenn d’eben
evel a rea hor Zalver he-unan epad m’edo var ann douar.
Mes, enn eur labourat evelse evit silvidigez he nesa, Alphons a boanie ive bepred d’en em zantifia he-unan muioc’h-mui : Dalc’h-mad e veze o pedi pe o vedita, ha kastiza a rea he gorf dre ar iun hag ar binijenn, petra bennag n’en doa great biskoaz pec’hed marvel ebed.
He zevosion evit ar Verc’hez a ioa ken tener ma ne skuize morse oc’h ober he meuleudi. Ne skuize morse ken nebeut o sarmoun var basion hor Zalver pe var zakramant ann aoter. Menez Kalvar, ann tabernakl, tron ar Verc’hez enn env, setu aze e pe leac’h e veze ato he spered hag he galoun, hag e pe leac’h e felie d’ezhan e vije ive sperejou ha kalounou ar re all.
Alphons a ioa dija tost da zek vloaz ha tri-ugent pa oue hanvet da eskop e Santez-Agatha-ar-Gothed. Kaer en devoue klask pellaat ar beac’h-se dioc’h he ziouskoaz, evel m’en devoa great dija meur a vech, red e oue d’ezhan enn dro-ma senti ouz ar pab. Hogen, o veza eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva ; mes poania a eure muioc’h eget biskoaz da ziarbenn ann dizursiou ha da zigas d’ar gear ann denved dianket. He garantez evit ar beorien a ioa heb muzul, hag enn eur blavez a gernez e verzaz he holl arrebeuri, ha betek zoken he voalenn hag he vaz a eskop evit pourvei d’ho ezommou.
Mes he gorf a ioa deuet da veza hanter-zeizet outhan, hag abalamour da ze e roaz ann dilez euz he garg. Neuze ec’h en em dennaz adarre etouez he visionerien, hag eno e kendalc’haz da labourat hervez he c’halloud evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Kroaziou pounner en devoue da zougen betek fin he vuez, heb kounta boan en doa gant he glenvejou ; rak n’e ket gant e c’hlenved hebken oa skoet. Mes e kreiz ann holl boaniou-ze oa bepred laouen ha rezinet a greiz kaloun da volontez Doue.
Goude beza resevet euz ann env ann donezoun a viraklou ha meur a zonezoun all ker kaer hag hounnez pe gaeroc’h c’hoaz, ar zant-ma a oue tentet enn eur feson estranch enn he gozni : tentet e oue zoken a enep a burete, hag hen oajet dija a eiz vloaz ha pevar-ugent !… Mes, dre ar bedenn ha dre he fizians e Doue hag er Verc’hez, e oue ato treac’h d’ann holl dentasionou-ze, ha mervel a eure erfin e peoc’h d’ar c’henta a viz eost euz ar bloaz 1787, oajet a zek vloaz ha pevar-ugent, dek miz ha pemp devez. Ar pab Gregor XVI hen diskleriaz sant d’ar 16 a viz mae 1839, hag ar pab Pi Nao en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored er bloaz 1871. Rak, e kreiz he labouriou abostolik, sant Alphons a Ligori en deuz kavet c’hoaz amzer da skriva eur maread levriou kaer ha brudet, ken evit kelennadurez ann dud a iliz, ken evit kelennadurez ann holl dud fidel.
Ar zant-ma a oue tentet enn eur feson estranch enn he gozni : tentet e oue a zizesper, tentet e oue a enep ar feiz, tentet e oue zoken a enep ar burete, hag hen oajet dija a eiz vloaz ha pevar-ugent !… Piou a c’hellfe goudeze kredi pe lavaret n’en deuz mui a ezomm da gaout aoun rak ann drouk-spered pe rak ar c’hig ? Ah ! beillit ha pedit betek fin ho puez ; anez, n’euz fors peger koz e veac’h, emaoc’h ato e riskl da goueza e lasou ann diaoul.
r zantez-ma, ganet e kear Asiz enn Itali, a ioa devot
evel eunn eal enn he bugaleach. En em voazet oa
da lavaret bemdez, meur a vech dioc’htu, ar Bater hag
ann Ave, Maria, hag evit kounta ped e deveze lavaret,
ec’h en em zerviche a veinigou a veze ganthi enn he
bruched.
He zud o devoa c’hoant d’he fortunia ; mes hi e doa great he zonj da jom bepred guerc’hez. Goulenn a reaz kuzul var gement-se digant sant Fransez, he c’henvroad, ha dre ali ar zant-ma ez eaz eunn devez gant he dillad kaer da iliz Introun-Varia-Ann-Elez. Eno e oue kanet da genta ar Veni, Creator, ha goudeze e oue trouc’het d’ezhi he bleo ha guisket d’ezhi eur zae a binijenn. Ar zae-ma a ioa evel eur zac’h a starde enn dro d’he c’horf gant eur gordenn. Sant Fransez he c’hasaz neuze da gouent leanezed sant Beneat ; rak he-unan n’en doa ket c’hoaz a gouenchou evit ar merc’hed.
Keriz holl a oue mantret pa glevchont petra e doa great Klara, ha tud ar bed a lavare e devoa zur kollet he spered. He c’herent zoken a glaskaz he zenna dre nerz euz ar gouent ; mes hi a grogaz enn aoter gant eunn dorn, ha gant he dorn all e tiskouezaz d’ezho he fenn touz, enn eur lavaret : « — Hiviziken n’em bezo ken pried nemed Jezuz-Krist, na ken guiskamant nemed eur zae a binijenn. » Abarz ar fin e oue lezet e peoc’h.
A benn pemzek dez goude, he c’hoar Agnes a deuaz da ober koumpagnunez d’ezhi. Mes ann dra-ze a lakeaz he c’herent da egari goasoc’h-goaz, ha setu ar re-ma ha diredet adarre d’ar gouen evit diframma Agnes euz a dre zaouarn Klara. He filat a rejont d’ann douar, ha goudeze e stlechont anezhi var bouez he bleo etrezek ann or. Mes Agnes a zalc’he mad ato, ha kaer o devoue he c’herent, ne chelljont ket he jacha gantho. Agnes a jomaz eta gant he c’hoar, ha sant Fransez a roaz d’ezhi ive ar zae a binijenn en doa dija roet da Glara. Agnes ne oa c’hoaz nemed pevarzek vloaz d’ann ampoent, ha Klara a ioa trivac’h vloaz.
Setu aze penaoz e oue savet eil Urs sant Fransez a Asiz. Ann urs-ma ne zaleas ket d’en em astenn, hag ar merc’hed a iea ennhan a oue Klarised pe leanezed Klara. Ar Zantez a oue lakeat da zuperiorez enn despet da gement a reaz evit miret. Mes en em zigoll a eure, dre he humilite, euz ann henor a ioa great d’ezhi : ato hag e peb leac’h e veze evel ann diveza hag ann distera euz he leanezed.
Reolenn he Urs a c’hourc’hemenne bale diarc’henn, kousket var ar c’halet, iun epad ar bloaz, ha tevel bepred. Mes ann dra-ma n’oa ket c’hoaz aoualc’h evit Klara. Tremen a rea tri devez euz ar zizun, al lun, ar merc’her hag ar guener, heb dibri tamm, hag enn deiziou all e tebre ken nebeut maz oa he c’hoarezed souezet-maro o klask gouzout penaoz e c’helle chom beo. Mes ar pez a garie dreist peb tra, evel sant Fransez, oa ar baourentez, ha ne falvezaz ket d’ezhi, a briz ebed, kemeret al leveou a ginnige d’ezhi ar pab Gregor IX evit ho staga ouz he c’houenchou.
Doue a roaz d’he zervicherez ann donezoun a viraklou. Parea a eure he leanezed euz a veur a glenved, hag eunn devez ne oa enn he c’houent nemed eunn dorz vara, e lavaraz kas ann hanter anezhi d’ar paour, hag ann hanter all a lakeaz da greski enn hevelep feson ma oue pe a dra da leina evit hanter-kant leanez.
Eunn arme a Durked o veza deuet dirak kear Asiz enn esper he c’hemeret, Klara a reaz he dougen da gichen dor he c’houent, ha lakaat dirazhi ar sibouer el leac’h m’edo ann hostiou konsakret ; rak klanv oa dija d’ann ampoent. Neuze, enn eur adori Jezuz-Krist e sakramant he garantez asambles gant he c’hoarezed a ioa holl var ho daoulin eveldhi, e pedaz evelhenn a dreuz he daelou : « — Ne lezit ket, o va Doue, ar re o deuz fizians ennhoc’h da goueza etre daouarn tud hag a zo henvel ouz loaned. Diouallit ho servicherezed diouz peb drouk p’e guir oc’h euz ho frenet dre ar priz euz ho koad sakr hag adorabl. » Kerkent e oue klevet eur vouez o respount: « — Bezit dinec’h ; me ho tiouallo bepred. »
Hogen, lod euz ann Turked a ioa pignet dija var mogeriou ar gouent ; rak houma a ioa eunn tammik er meaz euz a gear. Mes evel dallet e ouent enn eunn taol kount, ha setu hi da ziskenn buhan ac’hano, ha da dec’het kuit d’ar red egiz pa vije bet ann tan var ho lerc’h.
Goude beza gouarnet he Urs gant kalz a furnez epad daou vloaz ha daou-ugent, ar zantez-ma a varvaz leun a veritou d’ann unnek a viz eost euz ar bloaz 1253, oajet a dri-ugent vloaz.
Da genta. — Penaoz e kredomp-ni en em glemm enn hor poaniou
pa velomp Jezuz o c’houzanv eur maro ker kriz var ar groaz ?
D’ann eil. — Ne c’houzounn ket petra c’hell eunn ene da garet, ma ne gar ket Doue.
D’ann trede. — Ann nep a zo e gras Doue a zo pinvidik aoualc’h, hag eur galoun ha n’e deuz ket aoualc’h gant Doue a zo re ziez da garga.
D’ar pevare. — Peger berr e kaver ann noz pa he zremener o vedita var basion hor Zalver !
ippolit a ioa kabiten e goardou ann impalaer Valerian
hag a oue karget da ziouall sant Lorans pa oue
kaset ann avieler kalounek-ma d’ar prizoun. O velet ar
miraklou a rea ar prizounier, e kredaz he-unan e Jezuz-Krist,
ha prest goude e oue badezet asambles gant holl
dud he di ; hogen, ar re-ma a ioa naontek pe ugent
anezho.
Hippolit a felle d’ezhan mont dioc’htu da ziskleria d’ann impalaer oa en em c’hreat kristen. Mes sant Lorans a viraz outhan, enn eur lavaret : « — Kemerit hoc’h amzer ; ho tro-c’houi n’e ket deuet c’hoaz, mes dont a raio heb dale. » Var gement-se, ann avieler santel a echuaz he verzerenti, hag Hippolit a enterraz he gorf gant respet e guered Siriak.
A benn tri devez goude, e oue galvet ar c’habiten dirak ann impalaer. « — Petra, eme Valerian, c’houi oc’h euz enterret ann den fallakr-se on euz roet urs da rosta ez-veo ! C’houi a zo eta ive sorser eveldhan ? » « — N’ounn ket sorser, eme Hippolit ; mes kristen ounn avad, ha foug zo ennon o veza. »
O klevet ar respount-ma, ann impalaer a reaz brevi korf ar c’habiten a daoliou baz. Mes Hippolit a jome ato stard enn he feiz, hag a lavare oa prest da skuill evit Jezuz-Krist betek ar berad diveza euz he c’hoad. Neuze Valerian a glaskaz he c’hounit dre bromesaou kaer. « — Kinnigit ezans d’ann doueou, eme ann Impalaer, hag e vezimp mignouned adarre, hag e viot adarre kabiten em goardou. » « — Soudard Jezuz-Krist eo a fell d’inn beza, eme Hippolit, ha n’em euz ken ioul nemed da vervel evithan. »
Ar c’homzou-ze a greskaz c’hoaz ar gounnar a ioa dija e Valerian, ha raktal e lakeaz ar c’habiten etre daouarn eur barner evit he goundaoni d’ar maro. Ar barner a ieaz ganthan d’he di, hag eno, da genta, e reaz dispenn a daoliou fouet korf Konkord, he vagerez, ken na laoskaz he huanad diveza. Goudeze e kasaz ann dud all euz ann ti er meaz euz a gear evit ho dibenna holl dirak daoulagad ho mestr. Erfin, ec’h ordrenaz staga Hippolit oc’h lost kezek follet, hag ar re-ma her stlejaz dre ar vein, ann drezhag ar spern, ken na roaz he ene da Zoue d’ann 13 a viz eost euz ar bloaz 258, tri devez varlerc’h sant Lorans.
Kasian a ioa mestr-skol e kear Imola enn Itali, ha n’en doa ket he bar evit deski lenn ha skriva d’ar vugale. Mes kristen oa, ha d’ann ampoent e oue douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Kerkent e oue kroget ennhan, hag ar varnerien ne gavchont netra guell eged he goundaoni da veza lazet gant ar botred a ioa er skol ganthan. Ar botred-ma a ioa eunn daou c’hant bennag anezho, hag holl oant paianed.
Hogen, d’ar mare-ze, n’e ket var baper ha gant plun
e skrivet er skoliou, mes var daolennouigou ploumm,
koat pe goar, ha gant eur minaoued houarn, koueur pe
gorn, hag a veze lemm ar beg anezhan evel beg eunn
nadoz. Kasian a oue eta divisket enn noaz, liammet he
zaouarn d’ezhan adren he gein, ha lezet evelse gant ar
vandenn vugale en doa skoliet gant kement a aked. Ar
re-ma en em zervichaz euz ho minaouedou da skriva evit
bourrevi ho mestr muia ma c’helljont. Lod a zanke ar
minaouedou-ze enn he benn, lod all ho zanke enn he
galoun, ha lod all c’hoaz ho zanke enn he zaoulagad.
Seul-nebeutoc’h a nerz o devoa he vourrevien iaouank,
seul-belloc’h a ze e padaz merzerenti ar Zant ; mes seul-gaeroc’h
ive e oue dre eno ar gurunenn a c’hounezaz.
Mervel a eure erfin e kreiz ar iudazerez-se er memes
devez gant sant Hippolit, mes nann er memes blavez.
Ann abostol sant Paol a lavare guech all, enn eur gomz euz ar baianed, oant tud ha n’o devoa kaloun ebed, tud ha ne c’houient ket petra zinifi kaout truez ouz ann nesa. Guelet a reomp eunn testeni sklear euz ar virionez-se enn histor ar verzerien, ha dreist holl enn histor sant Kasian. Piou ac’hanhoc’h en devije kredet biken e vije bet koundaonet eur mestr-skol da veza lazet gant ar vugale a ioa er skol ganthan ? Goulskoude, setu aze e pe stad e vije c’hoaz hirio ar bed ma ne vije ket deuet sklerijenn ar feiz da bara varnhan, ha setu aze e pe stad e kouezfe adarre ma teufe da goll ar sklerijenn-ze. Anez ar relijion gristen, ann den a ve c’hoaz hirio goasoc’h eged eunn anenval, hag ar vugale ho-unan a ve goasoc’h eget tigred. Dalc’hit eta d’ho relijion dreist peb tra, ha grit ato kement a zo enn ho kalloud evit he difenn a enep ar re a ra brezel d’ezhi.
uzeb a veve e Rom enn amzer ann impalaer Konstans.
Hogen, ann impalaer-ma a ioa a du gant ann
heretiked, hag a rea goall vuez d’ar gristenien gatholik
ha dreist holl d’ann dud a iliz. Lakaat a eure meur a hini
anezho d’ar maro, ha meur a hini all a goundaonaz
d’ann harlu.
Euzeb a ioa belek, ha ne ehane da alia ann dud fidel da jom stard enn ho feiz. Ho asambli a rea enn he di evit rei nerz d’ho c’haloun ha sklerijenn d’ho spered enn eur ziskouez d’ezho gevier ha troiou kamm ar fals doktored a glaske ho zouella. N’oa ket evit gouzanv ar re ne anzavent ho c’hredenn nemed dre gomzou goloet. « — Ann nep a zo kristen katholik, emezhan, a dle hen diskleria freaz hag heb aoun ebed. »
Ann impalaer Konstans, o veza klevet menek euz ar
pez a rea ar Zant, a ordrenaz he lakaat enn eur prizoun
enk ha tenval el leac’h n’en doa ket zoken a blas da
c’hourvez. Euzeb a dremenaz seiz miz eno heb gellout
flach, kouls lavaret ; mes he deod n’oa ket stag, ha gant
ann teod-se e veule Doue deiz ha noz : biskoaz n’oa bet
eurusoc’h, na laouenoc’h.
He spered n’oa ket stag ken nebeut, hag aliez e kase anezhan var menez Kalvar pe eharz ann tabernakl, evit medita var basion ha maro hor Zalver, ha var ar garantez heb he far a ziskouez d’ann den e sakramant adorabl ann aoter. Neuze e lavare da Jezuz euz a greiz he galoun : « — O va Zalver benniget, joa e ve ganen skuill evidhoc’h betek ar berad diveza euz va goad. Mes, ma n’ounn ket din euz ar c’hras-se, me ginnig d’ehoc’h da vihana ann nebeut poan am euz ama evel eur merk euzar c’hoant am euz da zougen va c’hroaz var ho lerc’h ha d’ho karet ato dreist peb tra. »
Doue en devoue erfin truez ouz he zervicher, hag her galvaz a benn seiz miz da vont da gemeret perz e gloar ann eneou euruz er baradoz. Mervela eure er bloaz 357, ha daou velek vertuzuz, ho hano Gregor hag Oroz, a enterraz he gorf e guered Kallist, hag a skrivaz ar c’homzou-ma var he vez : « Ama e repoz Euzeb, den Doue. » Divezatoc’h e oue savet eunn iliz ei leac’h m’oa bet dalc’het er prizoun epad seiz miz, hag he relegou a virer c’hoaz hirio dindan aoter vraz ann iliz-se. E Rom ez euz bet hed ar vech eunn devosion vraz evit sant Euzeb.
Euzeb a ioa eunn den Doue ; peb kristen a dle beza ive eunn den Doue. Da Zoue oc’h dre bep seurt guir : ho krouet en deuz, ha bemdez ec’h astenn ho puez hag e karg ac’hanhoc’h euz he c’hrasou. Mes pa’z oc’h da Zoue e peb feson, hoc’h oberiou, ho sonjou hag ho komzou a dle ive beza holl evit Doue : mestr ar vezenn a dle kaout ar frouez anezhi. Hogen, piou a zervichit-hu e guirionez ? Evit piou e rit-hu ar pez a rit ? E piou e sonjit-hu hag euz a biou e komzit-hu dreist peb tra ? Marteze ne sonjit nemed enn danvez hag enn henoriou, ha ne gomzit nemed euz a vadou hag euz a blijadureziou ann douar. Ah ! neuze emaoc’h pell dioc’h beza eunn den Doue ; neuze oc’h den ar bed, ha netra ken. Mar fell d’ehoc’h eta beza eunn den Doue evel ar zant-ma, e renkit ive ober peb tra evit Doue, sevel aliez ho spered hag ho kaloun varzu ennhan, ha komz anezhan da vihana eur vech enn amzer. Eunn den Doue a zo eunn den hag en em ro holl da Zoue, eunn den hag a ro da Zoue he gorf gant he holl skianchou, he spered gant he holl zonjezounou, hag he galoun gant he holl c’harantez.
Sant Euzeb ne c’houzanve ket ann dud o doa aoun o tiskuez ez oant
kristenien. Petra en divije lavaret enn deiz hirio euz a gen aliez a hini
ne reont ho deveriou a relijion nemed dre guz ? Neuze eur c’hristen a
c’helle ker buan koll he vuez ! Eleac’h brema goasa a c’houfe da ziguezout
ganthan eo beza goapeat gant tud ne’z euz van ebet d’ober euz
ho c’homzou.
r Verc’hez Vari a jomaz c’hoaz tri bloaz var’ nn
ugent var ann douar goude m’oa pignet hor Zalver
enn env. Jezuz he lezaz evelse eur pennad var he lerc’h
evit joa ann Ebestel ha kelennadurez ar gristenien genta
euz ann Iliz. Mes, mar d-edo he c’horf var ann douar,
he spered hag he c’haloun a veze bepred enn env gant
he mab.
Abarz ar fin, eunn eal a deuaz da ziskleria d’ezhi oa
tost he heur da vont euz ar bed-ma. Neuze ann Ebestel
en em asamblaz e Jerusalem evit kimiada dioc’h ho
Mamm ha reseo he bennoz diveza ; sant Thomas hebken
ne c’hellaz ket erruout abred aoualc’h evit ann
dra-ze. Ar Verc’hez a lavaraz d’ezho eur gomz bennag
evit rei nerz d’ho c’haloun, ha goudeze e tremenaz dirazho
heb poan nag angoni ; rak n’e devoa klenved ebed,
ha ne varvaz nemed gant ar vall e doa d’en em gaout e
koumpagnunez he mab.
Jezuz he-unan a deuaz da gerc’hat he ene. « — Ho polontez bezet great ! eme Vari ; pell a ioa ec’h huanadenn varzu ennhoc’h, ha netra ne c’hell ober muioc’h a blijadur d’inn eget beza da viken el leac’h m’emaoc’h. » Kerkent ann elez en em lakeaz da gana eur ganaouenn dudiuz evel ar re a ganer er baradoz, hag ar c’han-ma a oue klevet gant kement hini a ioa enn dro d’ar Verc’hez.
Ann Ebestel hag ann diskibien all a ioa asambles gant-ho a enterraz korf mamm Doue e Jethsemani, tri c’hant kammed dioc’h Jerusalem, ha biskoaz enterramant ne oue great gant muioc’h a zolanite. Hogen, epad tri devez dioc’htu, ann elez ne ehanjont da gana azioc’h ar bez ; a benn fin ann trede devez avad, e tavchont.
Neuze ec’h erruaz ive sant Thomas, hag o veza m’en doa c’hoant braz da velet eur vech c’hoaz ann hini a garie evel he vamm, ann ebestel all a reaz digeri ar bez hag ann arched. Raktal ann ear tro var dro a oue karget-holl a c’houez vad. Mes, o burzud kalz kaeroc’h c’hoaz ! ann arched a ioa goullou, ha ne oa mui ennhan nemed al linser a ioa bet o liena ar c’horf santel.
Ann Ebestel a goumprenaz dioc’htu petra ioa c’hoarvezet. « — Hor Zalver, emezho, en deuz lakeat he vamm hag hon hini-ni dazevel euz a varo da veo, ha kaset he c’horf ganthan d’ar baradoz evel m’en doa dija kaset he ene. » Ha var gement-se ec’h en em daoljont holl d’ann daoulin evit adori ha trugarekaat Doue.
Kredenn ann Ebestel a zo bet ato ive kredenn ann Iliz,
hag ar gouel hirio a zo eunn testeni sklear euz ar gredenn-ze.
Ar gouel-ma a zo bet hed ar vech unan euz ar
re gaera ; mes evit ar Frans eo deuet da veza kaeroc’h
c’hoaz abaoue m’en deuz ar roue Loiz, trizekved
euz ann hano, choazet ann deiz a hirio evit en em voestla
he-unan ha goestla he rouantelez holl d’ar Verc’hez
gloriuz Vari. Abalamour da ze e lavaret guech all :
« Rouantelez Frans, rouantelez Mari. » Abalamour da
ze ive e vez great enn deiz-ma prosesion ar Verc’hez e
kement parrez zo enn hor bro.
Ne c’houfe den lavaret gant pebez henor e oue digemeret mamm Doue enn env. Ann elez hag ann arc’helez a deuaz holl d’he diambroug. Pa he remerkchont o tont aziabell, e ouent souezet o velet peger skeduz oa. « — Piou eo hounnez, emezho, a zav dioc’h ann douar hag a zo henvel ouz ann deiz o c’houlaoui ? » Ann Tad eternel a zaludaz anezhi evel he verc’h, ar Spered-Santel evel he bried, hag hor Zalver Jezuz-Krist he lakeaz da azeza var eunn tron a c’hloar enn tu deou d’he hini, hueloc’h eged ar cherubined hag ar seraphined. Goudeze erfin, ann tri fersoun adorabl euz ann Dreinded he c’hurunaz, dirak ann holl sperejou euruz euz ar baradoz, evel rouanez ann elez hag ann dud. He c’hurunen, eme ann abostol sant Iann, a zo great gant daouzek steredenn ; he mantell a rouanez eo ann heol, hag al loar a zervich da skabell dindan he zreid.
Ann abostol sant Paol, enn eur gomz euz hor Zalver Jezuz-Krist, a lavar
e kendalc’h da veza enn env hon alvokad dirak Doue. Euz ar Verc’hez
Vari e c’heller lavaret ive gant guirionez e kendalc’h da veza er
baradoz hon alvokadez dirak he mab. Goude Doue eta lakeomp bepred
hon holl fizians e mamm Doue. « — Goulennit sikour diganthi,
eme zant Bernard, hag hi ho selaouo hag a vezo selaouet d’he zro.
Jezuz e kichen he dad, ha Mari e kichen Jezuz, setu aze petra dle
beza ar mean-diazez euz hon esperans ; rak Doue ann Tad ne
c’houfe morse ober ar skouarn vouzar ouz he Vab, na Jezuz ober ar
skouarn vouzar ouz he vamm. »
r zant-ma ioa ganet e Monpellier,
hag a oue goestlet d’ar
Verc’hez gant he vamm kerkent ha
ma teuaz er bed. He dud a ioa pinvidik,
mes ho c’holl a reaz abred.
Neuze, o veza n’en doa na breur na
c’hoar, e verzaz dre guz ar muia ma
c’hellaz euz he zanvez, ha goude
beza lezet ann nemorant etre
daouarn eunn eontr, d’ezhan, ec’h
en em viskaz evel eunn den hag a
zo o vont da bardouna, hag e skoaz
etrezek Rom.
O veza erruet enn eur gear euz ann Toskaan, e klevaz lavaret edo ar vosenn eno, ha raktal ec’h en em ginnigaz da zuperior ann hospital evit entent ouz ar rea ioa taget gant ar c’hlenved-se. Petra bennag ne oa c’hoaz nemed ugent vloaz, ec’h en em istime euruz abalamour ma c’helle riskla he vuez he-unan evit ober vad d’he nesa. Chom a rea noz-deiz var dro ar re glanv evit ho louzaoui, dresa ho gueleou ha pourvei d’ho holl ezommou. Evel eunn eal oa enn ho zouez, hag ar guel hebken anezhan a laouenea ho c’haloun. Evit ac’hano, ne esperne netra evit dousaat ho foan ; mes er memes amzer ne ehane da bedi evitho ha da gomz d’ezho euz a Zoue hag euz a zilvidigez ho ene.
Ar Zant a reaz goudeze Sezeenn, e Rimini, e Rom hag e Plezans, al labour a drugarez en doa great da genta enn Toskaan. Rak, d’ar mare-ze ar vosenn a bourmene enn Itali euz ann eil kear d’eben, enn eur gas d’he heul e peb leac’h ar spount hag ar maro, ha Rok a rede ato var he lerc’h evit tenna euz a dre he skilfou ar muia ma c’hellje a dud. Doue a ziskouezaz dre eleiz a viraklou pegement e plije d’ezhan karantez he zervicher, hag ar Zant a bareaz eur maread tud, hag a ioa dija prest da vervel, enn eur ober hebken sin ar groaz varnho.
Abarz ar fin e kouezaz klanv he-unan enn hospital Plezans. Eur gouli heuzuz a zavaz enn he c’har, hueloc’h eget penn he c’hlin, hag ar gouli-ma a leske kement ma n’oa ket evit miret da grial avechou. Neuze e kuiteaz ann hospital gant aoun da zieza ar re all, hag ec’h en em dennaz var bouez eur vaz betek eul lochenn a gavaz enn eur c’hoat tost da gear.
Doue n’hen lezaz ket eno enn abandoun, hag a lakeaz eur feunteun da redet e kichenik he lochenn ; rak dare oa gant ar zec’hed. Ouspenn-ze, eur c’hi a deue diou vech bemdez da zigas d’ezhan eunn tamm bara.
Ar c’hi-ma a ioa da eunn Aotrou divar dro. Eunn devez m’edo ann Aotrou-ze oc’h taol, e oue souezet-maro o velet he gi o lammet da gregi enn tamm bara a ioa ganthan enn he zorn, hag o vont goudeze er meaz gant ann tamm bara en doa paket. Ar c’hi a reaz ar memes tra antronoz da lein ha da goan. Raktal ann Aotrou a gredaz ne veze ket roet a voued aoualc’h d’ezhan, ha setu hen da skandalat he zervicherien. Mes ar re-ma a respountaz en deveze ato da zibri leiz he gof. O klevet ar respount-se, ann Aotrou a oue souezetoc’h eget biskoaz, hag antronoz all setu hen ha mont he-unan var-lerc’h he gi, goude m’oa bet adarre o kerc’hat eunn tamm bara er zal.
Erruout a eure evelse er c’hoat dirak lochenn Rok, hag eno e velaz he gi o kinnig ann tamm bara d’ar Zant enn eur zoubla he benn, ha Rok o kemeret ar bara gant eunn dorn hag o vennigen ar c’hi gant he zorn all. Eunn hevelep burzud a lakeaz ann Aotrou d’ober he zonj dioc’htu da jom he-unan da zelc’her koumpagnunez d’ar Zant evit entent outhan ken na vije pare.
Doue, evit guir, a roaz adarre ar iec’hed d’he zervicher enn eur lavaret d’ezhan distrei d’he vro. Rok a zentaz var ann heur ; mes, pa erruaz e Monpellier, ne oue anavezet gant den, ker chenchet oa ha ker paour oa guisket Pa oue goulennet outhan piou oa, ne falvezaz ket d’ezhan respount, kement a joa en devoa oc’h en em velet disprijet gant ann holl. Kemeret e oue eta evit eul lakepod, ha taolet enn eur prizoun tenval el leac’h ma tremenaz pemp bloaz, heb ken bevans nemed bara ha dour na ken guele nemed ann douar noaz. Mes gant ann dra-ze oa ato laouen : ar pez a rea d’ar gardian lavaret n’oa ket henvel ouz ann dud all. Mervel a eure leun a veritou er bloaz 1327, oajet a bemp bloaz ha daou-ugent pe var dro. Goude he varo e oue anavezet dre eur groaz ruz a ioa merket var he stomok hag a ioa deuet ganthan var ann douar. Sant Roka vez pedet dreist peb tra evit beza diouallet dioc’h ar vosenn ha dioc’h ann holl glenvejou speguz.
Pa viot galvet da veilla eunn den toc’hor bennag, pedit evithan ive evel a rea ar zant-ma evit ar re ma veze var ho zro, ha lakit-hen da ober bep ann amzer aktou a feiz, a esperans, a garantez, a gontrision hag a abandoun parfet etre daouarn ann Aotrou Doue. Mar d-eo re zempl evit ober ann aktou-ze a c’hinou, sikourit anezhan da vihana da lavaret a galoun, hag aliesa ma c’hello heb en em skuiza re, ann hanoiou santel a Jezuz, a Vari, a Joseph. Evelse ho nozvez veilla a vezo eunn nozvez hag a gounto dirak ho parner pa deui ive hoc’h heur da vont euz ar bed-ma.
Ann iliz a ra offis ar zant-ma d’ar zul varlec’h gouel Maria-Hanter-Eost
ar d-eo eunn henor evit eunn tad kaout eur c’hrouadur
fur, evel a zesk d’eomp ar Skritur Sakr, pe seurt
gloar a chellfe beza par, e kenver ar poent-se, da hini
sant Joachim, p’e guir en deuz meritet beza choazet gant Doue, dreist ann holl batriarched santel, evit beza
tad d’ar Verc’hez Vari, ar bura hag ar barfeta euz ann
holl grouadurien ?
Joachim a ioa ginidik euz a Nazareth, hag a ziskenne euz a lignez ar roue David ; mes al lignez-ma a ioa deuet da veza paour dre hirr amzer, ha kement-se dre eunn taol euz a Brovidans Doue ; rak Doue a felle d’ezhan e teuze he Vab da c’henel er baourentez, ha dre eno ive n’en doaket a c’hoant e vije he dud nag he dud-koz pinvidik a vadou ar bed-ma.
Pa oue enn oad da fortunia, Joachim a zimezaz da zantez Anna. Hogen, ma n-oa ket eunn den humploc’h, dousoc’h, pasiantoc’h ha devotoc’h eget Joachim, Anna a ioa ive modesta ha vertuzusa merc’h a c’hellet da gaout neuze var ann douar. Biskoaz eta dimezi ne oue eurusoc’h, biskoaz ne oue guelet daou bried oc’h en em glevet guelloc’h. O veza ne glaskent nemed plijout da Zoue hebken, e tremenent ann darn vuia euz ho buez o pedi pe o labourat a gostez, pell dioc’h trouz ar bed. Noz-deiz ec’h huanadent varzu ar Mesias, ha ne ehanent da c’houlenn digant Doue ma teuje erfin ar Zalver-ze m’edot var c’hed anezhan abaoue keit all a amzer.
Goulskoude n’o doa ket a vugale, ha n’edont mui enn oad da gaout anez eur mirakl. Mes Doue a reaz ar mirakl-ma enn ho c’henver, hag a roaz d’ezho eur verc’h hag a dlie ober joa ar bed holl, ha beza da viken gloar daou bried ker santel.
Sant Joachim, oc’h anaout ann tenzor en devoa bet euz ann env, ne skuize ket o trugarekaat Doue evit eur c’hras ker kaer, ha pa oue erruet ar Verc’hez enn oad a dri bloaz, ez eaz d’he goestla da zervich Doue e templ Jerusalem, evit seveni ar veu o devoa great Anna hag hen.
Goudeze ec’h en em daolaz mui eget biskoaz d’ann
oberiou a zevosion hag a drugarez. Ne golle morse ar
zonj a Zoue, hag he galoun a verve gant ar garantez en
doa evithan. Mes koz oa dija, ha mervel a eure epeoc’h
etre divreac’h he verc’h benbiget, oajet a bevar-ugent
vloaz pe var dro. Diskouez a reer c’hoaz hirio he vez d’ar
re a ia da bardouna d’ann Douar Santel.
Jezuz, Mari, Joseph, Anna ha Joachim, setu aze ar famill a dle servichout da skouer d’ann holl famillou kristen. Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, bugale ha servicherien, bezit aketuz da henori ar famill-ze heb he far, ha goulennit sikour diganthi enn hoc’h holl ezommou. Goulennit diganthi dreist peb tra : c’houi, tadou ha mammou, ar c’hras da ziorren santelamant ho pugale ; c’houi, mistri ha mestrezed, ar c’hras da gelenn ha da c’houarn ho servicherien hervez Doue ; c’houi, bugale, ar c’hras da veza ato bugale sentuz ha leun a respet e kenver ho tud ; ha c’houi, servicherien, ar c’hras da zervicha bepred ho mistri gant karantez ha lealded. Evelse e reno ar peoc’h enn ho ti evel ma rene guech all e ti Anna ha Joachim, e ti Joseph ha Mari.
Pa vezo ann tiegeziou reizet mad e reno ive ar furnez hag ar garantez var ann douar. Gual dianavezet int brema siouaz ! Abalamour da ze e fell d’Hon Tad Leon XIII skigna ha kreski e peb leac’h ann devosion d’ar Famill Zantel. Selaoump vikel Jezuz-Krist ; sellomp aketuz ouz ar Mellezour lakeat dirag hon daoulagad, ha ra zeuio pep tiegez kristen da veza henvel outhan.
r zant-ma a ioa ginidik euz ar Pologn, hag a oue savet
e doujans Doue gant he dad hag he vamm. Pa oue
echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou sakr, ha
goudeze eskop Krakovii her greaz chaloni euz he iliz
kathedral hag her c’hemeraz da vikel vraz. Ann eskop-se
o veza deuet da vervel, eunn eontr da Hiasent, he
hano Eozen, a oue hanvet enn he blas. Hogen, ann
eskop nevez en devoue ezomm da vont da Rom, hag a
falvezaz d’ezhan kaout he niz da goumpagnoun ; setu hi
eta ho daou enn hent.
Enn eur erruout e Rom, e rejont anaoudegez gant sant Dominik, hag Eozen a c’houlennaz diganthan raktal misionerien euz he Urs evit ar Pologn. Mes sant Dominik a respountaz n’en doa ket da rei. « — Mar kirit, emezhan, klask d’inn enn ho pro beleien a volonte vad, me a zesko d’ezho beva hervez reolenn va Urs, ha goude beza great menac’h anezho, me ho c’haso du-ze enn dro evel ma’m euz kaset dija meur a hini e leac’h all. »
Kerkent Hiasent a oue poulzet gant Doue d’en em ginnig he-unan d’ar Zant, ha tri all euz a goumpagnunez ann eskop a reaz eveldhan. Dominik ho resevaz gant joa hag a viskaz d’ezho sae he Urs. A benn c’houec’h miz goude, e ouent kavet dija din da ober ho veuiou, ha neuze e tistrojont dioc’htu d’ar Pologn.
Ober a rejont ho beach var droad hag enn eur veva divar ann aluzenn, ha pa errujont e Krakovii, e ouent digemeret gant ann holl evel elez euz ann env. Hiasent en em lakeaz raktal da brezeg, hag a benn eunn nebeut bloaveziou e oue guelet eur jenchamant kaer e kear, ken etouez ann noblans, ken etouez ar bobl. Ar giziou fall a ioa torret, ann dizursiou diarbennet, ann dispignou foll lezet a gostez, hag ar bec’herien deuet holl da veza guir zervicherien da Zoue.
Mes ive kalet e vije ar galoun ne vije ket tenereat o velet Hiasent, ha kaletoc’h c’hoaz ann hini ne vije ket gounezet oc’h he glevet. Ne oa varnhan nemed liou ar binijenn. Hag, evit guir, kastiza a rea he gorf a daoliou fouet ; bep guener e iune divar bara ha dour ; ne gouske nemed var ann douar noaz pe alkodet ouz eur mean bennag ; al lodenn franka euz ann noz a dremeneo pedi dirak ar Zakramant, meulet ra vezo ; erfin, bez’en doa eunn devosion dener evit ar Verc’hez Vari, ha n’oa ket evit gouzanv e kollje eur begad euz he amzer. Ato e veze o pedi, pe o sarmoun, pe o studia, pe o velet tud klanv, pe oc’h ober eunn dra bennag all.
Eur gouent vraz a oue savet evithan e Krakovii, hag heb dale ar gouent-ma a oue leun a venac’h. Mes n’oa ket aoualc’h d’ar Zant labourat da zavetei eneou he genvroiz ; c’hoant en doa ive da labourat evit silvidigez tud ar broiou all. Mont a reaz he-unan e kostez ann Hanter-Noz da brezeg ar feiz d’ar chismatiked ha d’ar baianed ; sevel a eure kouenchou nevez er Pomeranii, er Prus ha var bord ar mor Baltik ; goudeze ez eaz d’ar Sueed, d’ann Danemark ha d’ar Skos, hag ac’hano e skoaz adarre etrezek ar Rusii. Redet a reaz betek ar Mor Du, ha zoken betek ann Azii hag enezennou ar Gres, hag enn eurzont enn dro e chomas eur pennad e kear Kiovii.
Hogen, epad m’edo eno, eunn arme a Dartared, tud hanter-c’houez ha c’hoaz paian, a zaillaz var gear hag a lakeaz ann tan ennhi. Pa glev ar c’helou-ze, Hiasent a dec’h kuit gant he venac’h, enn eur zougen ar sibouer sakr enn eunn dorn hag imach ar Verc’hez enn he zorn all. Erruout ara evelse dirak eur ster ledan, ha n’euz pount na bag ebed d’he zreuzi. Mes ar Zant ne jom ket da varc’hata, hag a gerz var ann dour egiz pa vije bet var ar c’halet. He venac’h a dreuzaz ar ster var he lerc’h enn eur vale var he vantell en doa ledet dirazho var ann dour.
Goude beza labouret evel eunn abostol epad tost da zaou-ugent vloaz dioc’htu, Hiasent a glanvaz e Krakovii da zeiz gouel Introun-Varia-ann-Erc’h, Da zeiz gouel Maria-Hanter-Eost e resevaz he zakramanchou diveza, hag enn deiz-se zoken e roaz he ene da Zoue er bloaz 1257, d’ann oad a bevarzek vloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma n’oa ket evit gouzanv e kollje eur begad euz he amzer.
Amzer ar vuez-ma a zo berr hag a dremen buhan, ha goulskoude ann
distera pennad euz ann amzer-ze a zo talvouduz meurbed, p’e guir e
c’hell servichout d’eomp da c’hounit ar baradoz pe da greski ar rekoumpans
a zo eno ouz hor gortoz. Bezit eta piz var hoc’h amzer, ha
diouallit d’he implija, ne lavarann ket hebken oc’h offansi ann Aotrou
Doue, mes c’hoaz e traou ha ne dalvezint d’ehoc’h da netra pa viot eat
euz ar bed-ma.
gapit a ioa ganet e Rom, hag a oue savet e kear Prenest
gant eunn den santel, he hano Porphir. Ne oa
c’hoaz nemed pemzek vloaz pa oue douget eul lezenn a
varo a enep ar gristenien gant ann impalaer Aorelian.
Mes dija n’en doa ket brasoc’h ioul eget da skuill he
c’hoad evit Jezuz-Krist, ha setu hen, kerkent ha ma
klevaz hano euz al lezenn-ze, d’ar red da di ar gouarner
Antiokus, ha da gomz outhan evelhenn : « — Loan vil
ha fallakr, perak e fell d’ehoc’h-hu ober goall vuez da
zervicherien Doue, ha bourrevi ar re ne ehanont da
bedi evit ar c’houarnamant hag ar bobl ? »
Ar gouarner a oue souezet o velet eur paotr ker iaouank o kaout kement a hardisegez, hag a c’houlennaz outhan euz a be leac’h oa. « — Euz a Rom ounn, eme Agapit, ha va zud a ioa tud a lignez huel. Mez azalek va bugaleach ounn bet maget ha skoliet gant ann Iliz santel, Mamm ann holl gristenien gatholik. »
Neuze Antiokus ne espernaz netra evit ober d’ezha kinnig ezans d’ann doueou faoz ; mes Agapit a jom bepred stard enn he feiz, enn despet da holl c’hourdrouzou ar gouarner. Hema, drouk ennhan, a reaz erfin he skourjeza gant fouetou ploumm, hag he deuler goudeze enn eur prizoun heuzuz, el leac’h ma oue lezet pevar devez heb tamm.
Hogen, mar d-oa abandounet gant ann dud, ne oue ket abandounet gant Doue. Eur sklerijenn euz ann env a baraz enn he brizoun enn eunn taol kount, hag eunn den iaouank hag a ioa eunn dudi he velet, ker kaer oa, a dosteaz outhan enn eur lavaret : « — Dalc’h mad, Agapit, rak kalz az pezo c’hoaz da c’houzanv evit va hano-me ; mes bez dinec’h ha dienkrez : gant sikour va gras e vezi treac’h d’ann holl boaniou-ze. »
D’ar pemped devez, e oue kaset adarre dirak ar gouarner. « — Ac’hanta, eme Antiokus, great oc’h euz ho sonj da zavetei ho puez ? » « — Jezuz-Krist eo va buez ! » a respountaz Agapit, heb lavaret netra ken. Var gement-se ar gouarner a ordrenaz he skourjeza evit ann eil guech, ha dispenn he gorf holl gant ivinou houarn. Goudeze e lakeaz ar c’hristen kalounek etre daouarn eur barner all, he hano Amaz, hag ec’h en em dennaz he-unan e kostez al Ligurii, var digarez ober eur gefridi bennag.
Amazaoue krisoc’h c’hoaz e kenver Agapit eget n’oa bet Antiokus. Da genta, e reaz golo he benn gant glaou beo, hag epad ann amzer-ze, ar Zant a lavare : « — Peger brao e vezo kurunenn ar verzerien var va fenn goude ma vezo bet devet evelse ! » Goudeze e c’hourc’hemennaz staga anezhan a-istribill, hag he benn enn traon, azioc’h eunn tan hag a deue moged fleriuz diouthan. « — Anat eo, eme Agapit enn dro-ma, ho furnez c’houi ne d-eo nerned moged louz. » Rei a eure urs erfin d’he skourjeza evit ann drede guech, ha da skuill dour bero var he c’houliou. Neuze ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Gouezit, den didruez ha fallakr, n’oc’h euz mui pell da veva ; abarz nemeur e viot stlapet enn ifern da ober koumpagnunez d’ann diaoul. » erkent e kouezaz Amaz divar he gador, hag enn eur goueza e torraz he c’houzoug.
Antiokuz, o veza klevet petra ioa c’hoarvezet, a goundaonaz
Agapit da veza draillet ha debret gant al loaned
gouez. Mes ar re-ma ne rejont nemed lipat he c’houliou
gant ho zeod, hag ober chalantiz d’ezhan gant ho lost.
Unan euz ar vourrevien, he hano Anastaz, en em ziskleriaz
kristen var ann heur o velet ar mirakl-se, hag a
resevaz ive ar gurunenn a verzerenti a benn tri devez
goude. Mes ar re all a jomaz bepred aheurtet enn ho
dallentez, hag a zibennaz erfin ar Zant d’ann 18 a viz
eost euz ar bloaz 275.
« Jezuz-Krist eo va buez! » a lavare ar c’hristen iaouank Agapit d’ar gouarner Antiokus. Setu aze ive petra dlefemp da lavaret peb hini ac’hanomp. Ar ger kristen a deu euz ar ger Krist, hag a zinifi den Jezuz-Krist, diskib Jezuz-Krist. Ma n’oump ket tud ha diskibien Jezuz-Krist, da lavaret eo, ma n’oump ket d’ezhan euz a greiz hor c’haloun ha ma ne heuliomp ket he genteliou, ne c’hellomp Beza nemed tud ar bed ha diskibien ann drouk-spered. Mes neuze penaoz e c’houfemp-ni esperout mont d’ar baradoz goude ar vuez-ma ?
ernard, ar burzud euz he amzer, a ioa ganet e maner
ar Feunteun er Bourgogn. Enn he vugaleach e
oue savet e doujans Doue gant he vamm, ha goudeze e
tremenaz he iaouankiz enn eur burete vraz. Goulskoude,
o veza m’en doa eur gened dispar, merc’hed divezet ha
divergount a glaskaz he zougen d’ar pe’hed, hag evit
tec’het araok ann tentasionou-ze e reaz he zonj da guitaat
ar bed d’ann oad a zaou vloaz var ’nn ugent.
Pevar breur braz en devoa, ha pa glevaz ar re-ma petra en doa c’hoant Bernard da ober, ne espernjont netra evit he zizalia. Mes, e leac’h gounit ar viktor varnhan, hen eo a c’hounezaz ar viktor varnezho, hag ho fevar ez ejont asambles ganthan d’ar gouent.
Eur breur bihan hag eur c’hoar o doa c’hoaz, hag a
jomaz er gear gant ho zad : ho mamm a ioa dija maro
d’ann ampoent. Hogen, enn eur gimiada dioc’h he vreur
bihan, ar c’hosa anezho a lavaraz d’ezhan : « — Kenavo,
breurik, hon danvez-ni a zo holl d’id-de brema. »
Mes ar paotr a respountaz raktal gant eur furnez dreist
he oad : « — Ah! ia, evelse a rit ; c’houi a gemer ann
env evit ho lod hag a lez ann douar ganen-me ; ann
dra-ze n’e ket just. » A benn nebeut amzer goude, ar
paotr-se a guiteaz ive ar bed, hag he c’hoar a reaz eveldhan
divezatoc’h.
Bernard ne oue ket pell er gouent na zervichaz da skouer d’ann holl dre he humilite, he spered a binijenn hag a baourentez, ha dre he aked da bedi ha da vedita. Aliez e komze evelhenn outhan he-unan : « — Bernard, d’ober petra oud-te deuet ama ? Ha n’e ket evit beza sant eo ? Labour eta d’en em zantifia. » Ha var gement-se e poanie mui eget biskoaz da gastiza he gorf dre ar iun, da lakaat he holl skianchou da zuja d’ar spered, da vervel d’ar bed ha d’ezhan he-unan, ha da veva egiz ma vever er baradoz, ato evel beuzet e Doue heb ober van euz a netra all ebed.
Ne oa c’hoaz nemed daou vloaz abaoue m’edo Bernard e kouent Sito, rak er gouent-ma eo oa en em dennet gant he vreudeur, pa oue kaset da Glervo da zevel eur gouent nevez. Eno e oue roet d’ezhan ar garg a abad pe a zuperior, hag er garg-se e oue bepred evel eunn tad evit ar venac’h en doa da c’houarn. Ar brud euz he zantelez a reaz da gement a dud iaouank diredet a bep tu da c’houlenn beza resevet enn he Urs ma renkaz sevel evitho eur maread kouenchou all, e Frans hag enn Itali. Dont a eure erfin da veza ken anavezet ha ken istimet e kement korn a ioa er bed katholik ma ne rea ar pabed netra a vraz heb goulenn kuzul diganthan, ha ma veze pedet gant ar rouaned ho-unan da lakaat ar peoc’h entrezho pa ne c’hellent ket en em glevet mad ann eil gant egile.
Enn despet da gement-se, Bernard a gavaz c’hoaz amzer da skriva levriou hag a zo eunn testeni anat en doa desket muioc’h gant Doue eged o studia he-unan. Ar pez a remerker el levriou-ze, etouez kalz traou all, eo he zevosion dener evit ar Verc’hez Vari.
Erfin, goude beza bet eur sklerijenn gaer evit ann Iliz, goude beza trec’het ann heretiked dre nerz he gomzou, goude beza lavaret nann meur a vech pa ginniget d’ezhan eunn eskopti pe eunn arc’heskopti bennag, ar zant-ma a gouezaz klanv e Klervo, hag a varvaz etre divreac’h he venac’h d’ann 20 a viz eost euz ar bloaz 1153, oajet a dri bloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez, epad he vuez ha goude he varo, dre eunn niver braz a viraklou, hag ar pab Aleksandr III hen lakeaz e renk ar Zent kerkent hag ar bloaz 1165. Abaoue, ar pab Pi VIII en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored.
Da genta. — Ha n’e ket eunn dra eston e teufe ann den, eur prenv douar, da glask en em zevel hag en em huelaat goude ma’z eo plijet gant eunn Doue en em lakaat henvel oc’h netra ?
D’ann eil. — Pegen talvouduz eo ann humilite p’e guir e tenn varnomp grasou Doue !
D’ann trede. — Seul-vui ma klask ann ene he joa etouez ar grouadurien, seul-nebeutoc’h a joa a reseo digant Doue.
D’ar pevare. — Seul-vui ma labourer evit Doue, seul easoc’h a ze e stager d’al labour.
D’ar pemped. — E peb amzer e tlefemp sonjal er maro p’e guir e tostaomp outhan da bep mare.
D’ar c’houec’hved. — Goude Doue, va holl fizians a zo e mamm Doue.
r zantez-ma a ioa ganet e Dijon a dud a lignez huel.
Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa ziskouezaz peger
krenv oa dija ar feiz enn he c’haloun. Eur protestant o
veza great eur prezant bennag d’ezhi, ar verc’hik a stlapaz
ar prezant-se enn tan, enn eur lavaret : « — Setu
aze penaoz e vezo devet ann heretiked enn ifern, abalamour
ne fell ket d’ezho kredi ar pez a lavar Jezuz-Krist. »
Tremen a eure he iaouankiz enn eur burete vraz, ha kas a reaz kuit eur plac’h pe eur vatez hag a glaske he zouella da garet ar bed. Goulskoude, d’ann oad a ugent vloaz, e timezaz d’ann Aotrou de Chantal, offiser enn armeou ar roue, ha goudeze ez eaz da jom da di he fried.
Eur vech dimezet, Janned a boaniaz da genta da lakaat urs vad etouez he zervicherien. Ne ehaue da veilla var ho c’homportamant ; merka a rea he labour da bep hini hag ar poent d’hen ober, hag ato e veze var evez gant aoun na vankchent d’ho deveriou a relijion. Bemdez e lavare grasou d’ezho dioc’h ann noz ; dioc’h ar mintin e klevent ann offerenn e chapel ar maner, ha da zul ha da c’houel e kase anezho da offisou ar barrez.
He fried, o veza offiser, a veze aliez er meaz euz ar gear, hag epad ann amzer-ze Janned ne vele den ebed, kouls lavaret. Mes, pa veze he fried er gear, e reseve kalz koumpagnunez abalamour ma c’houie e rea ann dra-ze plijadur d’ezhan, hag evit chom ganthan ha gant ar goumpagnunez, e leze zoken a gostez lod euz he devosionou.
Doue a roaz d’ezhi c’houec’h krouadur ; mes daou anezho a ieaz abred da greski niver ann elez er baradoz. Evelato Janned en em gave euruz gant ar pevar a ioa lezet ganthi : unan euz ar re-ma a ioa eur paotr, hag ann tri all a ioa teir merc’h. Mes allaz ! var ann douar n’euz ket a euruzded paduz. Eunn devez m’edo ann Aotrou de Chantal oc’h oter eunn dro jase asambles gant eur mignoun d’ezhan, hema her c’hemeraz a-ziabell evit eul loan gouez, hag a dennaz varnhan. Ann Aotrou a varvaz prest goude, ha setu he bried intanvez d’ann oad a eiz vloaz var ’nn ugent.
Janned a oue treuzet he c’haloun gant eur c’hleze a c’hlac’har ; mes en em rezina a eure da volontez Doue, ha raktal e reaz veu a jastete evit ann nemorant euz he buez. Divar neuze ec’h en em daolaz holl d’ann oberiou a zevosion, a binijenn hag a drugarez. Eunn darn vraz euz ann noz a dremene o pedi hag o vedita ; iun a rea aliez, ha ne zouge mui nemed dillad dister gant eur c’houriz reun dindan. He dillad kaer e devoa ingalet etre ar beorien ; rak evel eur vamm oa evit ar re-ma. Ho loja a rea enn he zi pa vezent klanv, hag he-unan ec’h entente outho : n’e devoa ket a zonjer zoken o poket d’ho gouliou.
Gant ann dra-ze, Janned ne lakea morse re a veac’h var he zervicherien, hag ar re-ma a ioa kustumm da lavaret : « — Ann introun ama a zo devot ; mes den n’en deuz diezamant ganthi. » Goulskoude he c’henta soursi a oue bepred da gelenn he bugale hervez Doue, ha da ober anezho bugale fur ha kristenien vad. Mes pa ouent deuet da veza braz, e oue poulzet gant Doue d’ho c’huitaat evit sevel eunn Urs nevez a leanezed dindan ann hano a leanezed ar Vizitation. Ann dra-ma a reaz kement a boan d’he mab ma c’hourvezaz var dreujou ar maner evit miret outhi da vont kuit. Mes ar Zantez a lammaz dreisthan, hag o veza erruet e Annesi, e resevaz sae al leanezed digant sant Fransez a Zal, he c’honfesour. Neuze e reaz veu da ober ato ar pez a gavche d’ezhi a vije parfeta.
Bez’e devoue ann eur da velet ann Urs nevez oc’h en em astenn e berr amzer. Mes klenver a eure e kear Moulin, a greiz m’edo o vizita he c’houenchou, hag eno e varvaz leun a veritou er bloaz 1641, oajet a nao bloaz ha tri-ugent. Sant Visant a Baol a remerkaz a-ziabell he ene o vont d’ar baradoz, ha sant Fransez a Zal o tont d’he ziambroug.
Ann nep en deuz eur guir devosion a zo bepred humbl, karantezuz hag aketuz d’he zever. Abalamour ma’z eo humbl, eo guelloc’h ganthan en em zieza he-unan eget dieza ar re all ; abalamour ma’z eo karantezuz, e tiverra zoken he bedennou pa vez eur blijadur bennag da ober evit he nesa ; hag abalamour ma’z eo aketuz d’he zever, ne jom ket enn iliz pa vez ezomm anezhan er gear. Dioc’h kement-ma eo eaz gouzout piou en deuz eunn devosion guirion ha piou n’en deuz ket.
imothee a ioa ganet e kear Antioch, hag a deuaz da
Rom enn amzer ar pab sant Melkiad. Goude beza
prezeget ann Aviel eno epad eur bloaz, e oue taolet er prizoun ha karget a jadennou dre urs ar gouarner Tarkin.
Ar gouarner-ma ne espernaz netra evit ober d’ezhan kinnig
ezans d’ann doueou faoz. Mes Timothee a jomaz
bepred stard enn he feiz. Neuze Tarkin a reaz he skourjeza
a benn teir guech, ha goudeze ec’h ordrenaz dispenn
he gorf gant ivinou houarn ha skuill raz beo var
he c’houliou. Erfin, o velet ne varve ket, kaer a ioa he
vourrevi, e koundaonaz anezhan da veza dibennet. He
verzerenti a erruaz d’ann 22 a viz eost euz ar bloaz 311.
Hippolit a ioa eunn eskop euz ann Arabii, brudet enn he amzer dre al levriou en doa skrivet evit kelenn ann dud fidel ha difenn ar relijion a enep ann heretiked. Etre daou e teuaz da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol, hag ar pab hen dalc’haz eno evit he zikour da c’houarn ann Iliz. Mes heb dale e oue kroget ennhan dre urs ann impalaer, ha goude beza staget he zaouarn d’ezhan adren he gein ha liammet stard he dreid, ar vourrevien her stlapaz var he benn enn eur foz leun a zour, el leac’h ma oue beuzet dioc’htu ; rak ar foz a ioa doun. Merzerenti sant Hippolit a erruaz er bloaz 251.
Simphorian a ioa ganet e kear Aotun e Frans. Iaouank-flamm oa c’hoaz ; mes bez’ en doa dija eur furnez dreist he oad. Eunn devez, paianed Aotun a rea eur gouel braz enn henor d’ann doueez Sibeel, a hanvent Mamm ann holl doueou. Imach ann doueez-se a oue douget dre ruiou kear var eur c’harr fichet kaer, ha dre ma tremene, ar bobl en em daole d’ann daoulin evit he adori. Simphorian avad ne oue ket dare d’ezhan ober evel ar re all. Er c’hountrol eo, distrei a eure he benn evit diskouez ann heuz en doa ouz eunn hevelep idolatri.
Raktal e oue diskuillet d’ar gouarner Heraklius, hag hema, o veza he c’halvet dirazhan, a c’houlennaz outhan piou oa ha pe hano en devoa. « — Kristen ounn, eme ann den iaouank, ha Simphorian eo va hano. » « — Ah ! kristen oud, eme Heraklius ; mes perak eta ne fell ket d’id adori imach mamm ann doueou ? » « — Hel lavaret am euz d’ehoc’h, eme Zimphorian ; kristen ounn, ha ne adorann nemed ar guir Doue. Evit imach ann diaoul, e leac’h he adori, me her bruzuno a daoliou morzol, mar kirit rei kounje d’inn. »
O klevet ar respount-se, ar gouarner a ieaz drouk ennhan, hag a ordrenaz skourjeza Simphorian betek ar goad. Goudeze e reaz he gas d’ar prizoun evit rei amzer d’ezhan da ober he zonj. Mes, a benn eunn nebeut deveziou, her galvaz adarre dirazhan, hag enn dro-ma e komzaz outhan evelhenn : « — Kinnig ezans d’ann doueou, hag e vezi karget a enor gant ann impalaer. » « — Ho promesaou, eme Zimphorian, a zo evel eunn ampoezoun kuzet dindan ar mel. » « — Kinnig ezans da Zibeel, eme ar gouarner, pe bremaik me lakai da benn da ruill eharz da dreid. » « — Me, eme ann den iaouank kalounek, ne zoujann nemed ann Doue hollc’halloudek en deuz va c’hrouet, ha ne zervichann nemethan. » Var gement-se Heraklius her c’houndaonaz da veza dibennet.
Hogen, epad m’edot oc’h he gas d’ar maro, he vamm a grie outhan : « — Va mab, va mab, o pet sonj euz ar vuez a bado da viken. Sellit ouz ann env, ha savit ho taoulagad etrezek ann Hini a zo o ren eno. N’e ket koll ar vuez-ma eo a rit, mes he zreki ouz eur vuez guelloc’h. » Merzerenti sant Simphorian a erruaz er bloaz 178 goude donedigez hor Zalver.
Mervel evit Doue pe e gras Doue ne ket koll ar vuez eo, mes he
zreki ouz eur vuez guelloc’h : da lavaret eo, treki eur vuez a boan oc’h
eur vuez a joa, treki eur vuez verr oc’h eur vuez ha n’e devezo fin
ebed, treki buez ann douar oc’h buez ar baradoz. N’e ket rak mervel
eta eo e tleomp kaout aoun, mes rak mervel e stad fall, ha setu perak
hor brasa soursi epad ar vuez-ma a dle beza d’en em viret dioc’h ar
pec’hed, ha dreist peb tra dioc’h ar pec’hed marvel, pa n’euz nemethan
hag a c’helfe serra ouzomp dor ann env.
r zant-ma a ioa ganet e Florans, hag a roaz enn he
vugaleach eur merk anat euz he zantelez da zont.
Enn amzer m’edo c’hoaz enn he gavell, daou vanac’h euz
a Urs ar Servited a deuaz da gesta d’he di. Kerkent ar
paotrik a droaz ouz he vamm, hag a lavaraz d’ezhi evelhenn :
« — Va mamm, emezhan, roit eur gest vad d’ar
re-ze ; rak ar re-ze a zo guir zervicherien d’ar Verc’hez
Vari. »
Pa oue enn oad da vont d’ar skol, e oue kaset da Baris da ober he studi, ha pa oue echu he studi ganthan, e tistroaz d’ar gear hag e oue resevet doktor e Padou. Hogen, nec’het oa o klask gouzout da be seurt stad oa galvet gant Doue. Mes ar Verc’hez a roaz d’ezhan da anaout e tlie mont da vanac’h enn Urs ar Servited, a ioa nevez savet e Monte-Senario, teir pe beder leo dioc’h Florans.
Philipp a c’houlennaz raktal beza kemeret e renk ar Breudeur pe ar Frered euz ann Urs-se ; rak ne gave ket d’ezhan e vije din da vont e renk ann Tadou. Kemeret e oue eta da Frer, hag ar superior her c’hasaz var ar meaz da labourat ann douar, Eno ne ehane da ginnig he labour da Zoue gant eur spered a binijenn, ha pa veze vag eunn tammik, ec’h en em denne a gostez da bedi Doue. He vrasa plijadur oa medita var basion ha maro hor Zalver Jezuz-Krist.
Ne ziskoueze da zen pegen desket ha pegen habil oa. Goulskoude ar Frered all ne zalejont ket da anaout ann tenzor o devoa enn ho zouez, hag ar superior a reaz da Philipp reseo ann Ursiou sakr. Eur vech belek, n’en devoue mui ken ioul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou.
O veza bet hanvet he-unan da zuperior, e kasaz lod euz he venac’h da brezeg ann Aviel d’ar Sithii, ha goudeze ez eaz asambles gant lod all da rei misionou e Frans hag enn Allemagn. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz evelse, na niveri ar bec’herien a dennaz euz a vouillenn ar pec’hed. Evelse ive e lakeaz he Urs d’en em astenn enn eur feson burzuduz.
D’ar mare-ze, tud ann Itali a ioa rannet e diou gostezenn hag a rea brezel ann eil d’eben. Philipp ne espernaz netra evit ho unani, ha dre he zousder ha nerz he gomzou e teuaz erfin a benn da lakaat ar peoc’h entrezho. Evelato bez’en devoue kalz da c’houzanv euz ho ferz, hag eur vech zoken e oue dare d’ezhan beza lazet gantho.
Doue en doa roet d’he zervicher ann donezoun a viraklou. Eunn devez m’edo o vont da Rom, eunn den lor a c’houlennaz ann aluzenn diganthan. O veza n’en doa nag aour, nag arc’hant, Philipp a ziviskaz he vantell evit he zeuler var diouskoaz ar paour keaz, ha kerkent hema en em gavaz pare.
Goude maro ar pab Klemant IV, ar gardinaled a zonjaz c’hoaz Philipp evit delc’her he blas. Mes ar Zant, o veza klevet hano euz ann dra-ze, a ieaz da guzat e kostez ar meneziou, hag a jomaz ena ken na oue hanvet eur pab all. Er meneziou-ze ez oa eur poull dour hag a zerviche dezhan da derri he zec’hed ; hogen, Philipp a obtenaz digant Doue evit ar poull dour-ma ar vertuz da rei ar iec’hed d’ar re glanv.
Abarz ar fin e kouezaz klanv he-unan e Todi, hag o velet n’en doa mui pell da veva, e lavaraz digas d’ezhan he levr. Al levr-se oa he grusifi en doa studiet heb ehana epad he vuez, hag enn eur zelc’her he vuzeilou stag outhan e roaz he ene d’he grouer d’ann 22 a viz eost euz ar bloaz 1285.
Sant Philipp Benizi a rea he levr euz he grusifi. Guir a lavare ; rak o lenn el levr-se, da lavaret eo, o sellet ouz ne grusifi, eo en doa desket skiant ar Zent. N’e ket ar zant-ma hebken, mes c’hoaz kalz a re all o deuz anzavet a vouez huel beza desket muioc’h eharz treid ho c’hrusifi eged el levriou. Ar grusifi a zo eul levr digor d’ann holl, eul levr hag a c’hell ann holl lenn ennhan, ar re n’int bet biskoaz er skol kouls hag ann dud habila. N’euz fors piou nag e pe stad e veac’h eta, kemerit aliez ho krusifi, ha goulennit sikour diganthan gant fizians. Hen a roio nerz d’hoc’h ene pa viot tentet, sklerijenn d’ho spered pa vezo tenval, laouenedigez d’ho kaloun pa gouezo anken varnhi, ha didorr d’ho korf pa stago outhan eur boan pe eur c’hlenved bennag.
arthelemi a ioa ginidik euz ar Galilee, ha pesketaer
dre he stad. Kerkent ha ma oue galvet gant Jezuz-Krist,
e kuiteaz peb tra ha ne zonjaz mui klask ar pez en
devoa kuiteat. Kement a blijadur en doa o klevet komzou
hor Zalver ma hen heuliaz e peb leac’h. Evelse, enn
he gompagnunez edo pa bareaz mevell ann offiser e Kapharnaom,
pa zigasaz adarre e buez mab intanvez Naim,
pa reaz d’ann diaoul tec’het euz a gorf eunn den en doa
lakeat da veza dall ha mud, pa jenchaz ann dour e guin
enn eured Kana. Enn eur ger, nebeut a viraklou a reaz
hor Zalver ha ne ve ket bet ar zant-ma test anezho.
Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel
da zeiz ar Pantekost, Barthelemi a ieaz da brezeg ann
Aviel e kostez al Likaonii, ann Albanii hag ann Indez.
Kalz poan en devoue dre eno, mes ive gounit a eure eur
maread paianed da feiz Jezuz-Krist.
Ac’hano e teuaz d’ann Armenii, el leac’h ma lakeaz daouzek kear euz ar vro hag ar roue he-unan da zilezel servich ann doueou faoz evit adori ar guir Doue. Ar roue-ze a ioa Polimius he hano. Eur verc’h en devoa hag a ioa eat ann diaoul enn he c’horf ; hogen, ann Abostol a gasaz ann diaoul kuit, ha Polimius evit he rekoumpansi a ginnigaz d’ezhan prezanchou kaer. Mes Barthelemi a respountaz d’ar roue : « — Me n’ounn ket deuet ama da glask aour, nag arc’hant ; ar pez a glaskann hebken eo silvidigez hoc’h ene. » Kerkent Polimius a c’houlennaz beza badezet, hag ann Abostol a roaz ar vadiziant d’ezhan ha da holl dud he balez, goude beza ho c’helennet var guirioneziou ar relijion.
O velet ann dra-ze, beleien ann idolou a ieaz enn egar, ha ne espernjont netra evit en em zizober euz a Varthelemi. Astiajes, breur d’ar roue ha paian aheurtet, a oue gounezet gantho. Ar prins-ma a c’halvaz ann Abostol dirazhan, hag a reaz he ziskroc’henna ez-veo. Eur skrij eo klevet hano euz eunn hevelep iudazerez. Goulskoude Barthelemi a c’houzanvaz ar verzerenti-ze heb en em glemm, hag o veza n’oa ket c’hoaz maro antronoz, Astiajes a ordrenaz he zibenna.
He gorf a oue enterret da genta enn Armenii. Mes abalamour d’ar miraklou a c’hoarveze var he vez, ar baianed hen dienterraz hag her stlapaz er mor arched hag all. Ar c’horf santel a erruaz dre vurzud enn enez Lipari, tost d’ar Sisiil ; mes divezatoc’h e oue digaset ac’hano da Venevant, hag erfin da Rom. Er gear-ma e oue savet eunn iliz enn henor d’ann Abostol kalounek, hag enn iliz-se e virer c’hoaz he relegou gant kalz a respet.
Sant Barthelemi, ann Ebestel holl hag eunn niver braz a zent a zo
bet merzeriet, ha n’euz ket eur zant ha n’en defe bet eunn dra bennag
da c’houzanv er bed-ma. Mab Doue he-unan en deuz douget he groaz ;
arabad e d’ehoc’h eta kredi e c’hellfac’h mont d’ar baradoz heb kaout
poan. Hent ar groaz eo guir hent ann Env, ha fazia a rit mar klaskit
erruout eno dre eunn hent all. Rak-se n’e ket aoualc’h d’ehoc’h,
henori kroaz ho Salver enn iliz, enn ho ti pe var ann henchou ; red e d’ehoc’h,
ouspenn, dougenn ho kroaz hoc’h-unan, hag he dougen bepred gant
pasianted. Kemerit skouer e kenver ar poent-ma dioc’h sant Barthelemi,
a c’houzanvaz heb en em glemm beza diskroc’hennet e beo. Dibaot
ma ve great kement all d’ehoc’h birviken. Mes, n’euz fors petra o
pe da anduri, gant gras Doue e c’hellit herzel ouz ho poan.
r zant-ma aioa ganet e kastell Poasi, pemp leo dioc’h
Paris, hag a oue badezet enn iliz ar barrez-se. A
veac’h oa krog enn he zaouzek vloaz pa varvaz he dad ;
mes ar rouanez Venn, he vamm, ne espernaz netra evit
he zevel e doujans Doue. Aliez e lavare d’ezhan : « — Va
mab, emezhi, n’euz mamm ebed hag a garfe he
c’hrouadur muioc’h eget n’ho karann. Goulskoude,
guell e ve ganen ho kuelet maro eharz va zreid eget
guelet ac’hanhoc’h o koueza enn eur pec’hed marvel
hebken. » Ar c’homzou-ma a ieaz ken doun e kaloun
Loiz ma leverer ne reaz biskoaz pec’hed marvel ebed
epad he vuez.
D’ann oad a naontek vloaz, e timezaz da eur brinsez fur ha vertuzuz eveldhan, hag er bloaz varlerc’h e kemeraz gouarnamant he rouantelez. Hogen, evithan da veza azezet var ar c’haera tron a ioa er bed, Loiz a veve enn he balez evel eur manac’h enn he gouent, Eur c’houriz reun a zouge bepred dindan he zillad all ; bemdez e kleve ann offerenn hag e lavare he vrevier evel ar veleien ; aliez ez ea d’ann hospitaliou da velet ar re glanv, hag ho zervicha a rea he-unan ; bemdez c’hoaz e roe ho mern hag ho c’hoan da c’houec’h-ugent paour, ha da zadorn e voalc’he ho zreid da eur vandenn all ; erfin, tremen a rea pennadou mad a amzer oc’h adori ar Zakramant enn iliz, pe o pedi dirak aoter ar Verc’hez.
Unan bennag o veza rebechet d’ezhan e chome re hirr enn iliz, Loiz a respountaz : « — Ann dud zo drol, emezhan ; kaout a reont abeg ennon abalamour ma chomann re hirr da bedi ; ne lavarfent netra avad ma kollfenn va amzer o c’hoari pe o chaseal. »
Goulskoude he zevosionou ne virent ket outhan da veza ato chentil ha laouen e kenver peb hini, ha karet a rea zoken lavaret eur pez kaer bennag avechou evit ober plijadur d’ar re a veze enn he goumpagnunez. Ne virent ket outhan ken nebeut da veza bepred aketuz d’he holl zeveriou a roue. Var evez e veze dalc’h-mad gant aoun na vije re vec’hiet ar bobl pe na vije great gaou ouz he zujidi gant ar re o doa eur c’halloud bennag varnho, ha ne vanke morse da goundaoni pe da lakaat koundaoni ann nep a veze kavet faot ennhan var ar poent-se, n’euz fors piou e vije. Ken humbl oa ma leze ann holl da dostaat outhan, ha pa veze o pourmen enn he jardin e Paris pe e koajou Venseenn, ec’h azeze enn disheol dindan eur vezenn da zelaou ar re o deveze eur c’hlemm bennag da zougen dirazhan.
Etre daou e kouezaz klanv, hag e reaz veu da zevel eunn arme evit tenna ann Douar Santel euz a dre zaouarn ann Turked, ma teuje dabarea. Parea a eure, ha kerkent e sonjaz seveni ar veu en doa great. O veza eta treuzet ar mor, ec’h erruaz enn Ejipt gant he arme, hag en devoue eur c’hrogad kenta ouz ann Turked e Damiett. Eno ann Turked a gollaz ; mes larkoc’h e c’hounezchont, ha Loiz he-unan a oue great prizounier gantho, petra bennag m’oa en em zifennet outho evel eul leon.
Epad he gaptivite, he enebourien a oue leun a respet evithan, ha dare e oue d’ezho zoken he joaz evit ho roue. Evit pemp kant mil lur e oue lakeat e liberte, ar brizounierien all hag hen, ha neuze ez eaz da ober eur bale d’ann Douar Santel evit rei kaloun d’ar gristenien a ioa c’hoaz er vro-ze, hag ho zikour dre he aluzennou. Mes, o veza klevet oa maro ar rouanez Venn, he vamm, Loiz a zistroaz e Frans kenta ma c’hellaz.
Goulskoude he galoun a ioa ato rannet o sonjal e chome bez hor Zalver etre daouarn ann Turked, ha setu hen ha treuzi ar mor eur vech c’hoaz gant he arme enn esper he zilivra. Enn dro-ma e tiskennaz enn douar e kichen Tunis, hag ann Turked a ioa o tiouall ann aod a dec’haz dioc’htu enn he raok. Mes eur c’hlenved speguz en em lakeaz etouez he zoudarded, hag heb dale ann hanter euz ar re-ma a oue sammet ganthan. Loiz a bakaz he-unan ar c’hlenved, ha prest goude e varvaz var al ludu hag enn eur boket d’he grusifi, d’ar 25 a viz eost euz ar bloaz 1270, ha d’ann oad a bemp bloaz hag hanter-kant hebken. Araok mervel, e roaz d’he vab Philipp, a dlie beza roue var he lerc’h, ann aliou pe ar c’henteliou kaer a lakeomp ama d’ar fin. He gorf a oue digaset e Frans gant he vab, hag enterret e Sant-Denis gant eur zolanite vraz.
Da genta. — Va mab, kenta tra am euz da lavaret d’ehoc’h eo karet Doue euz a greiz ho kaloun, ha beza prest da vervel kentoc’h eged hen offansi morse dre eur pec’hed marvel hebken.
D’ann eil. — Mar tigas Doue eur boan bennag d’ehoc’h, gouzanvit-hi a galoun vad, ha kredit oc’h euz he meritet dre ho pec’hejou.
D’ann trede. — It aliez da govez, ha klevit devotamant offisou ann iliz, ha dreist peb tra ann offerenn.
D’ar pevare. — Bezit chentil ha truezuz e kenver ar paour, ha sikourit anezhan hervez ho kalloud.
D’ar pemped. — Ne lezit den da lavaret komzou fall dirazhoc’h, na da vlasphemi hano Doue.
D’ar c’houec’hved. — Trugarekait Doue aliez evit ar grasou oc’h euz bet dija diganthan, evit meritout grasou nevez.
ant Zephirin a ioa ganet e Rom, hag a oue hanvet da
bap goude merzerenti sant Viktor. Ann dud a iliz
hag ar bobl fidel o veza en em asamblet evit choaz eur
pab nevez, eur goulm a deuaz enn eunn taol kount da
blava var benn Zephirin, ha kerkent ann holl a roaz ho
mouez d’ezhan ; rak eunn hevelep burzud a ziskoueze
sklear oa hen a felle da Zoue a vije choazet.
D’ar mare-ze, e reat goall vuez d’ar gristenien dre urs ann impalaer Sever. Mes Zephirin, evel eunn tad karantezuz hag eur pastor eveziant, ne espernaz netra evit ho c’honzoli enn ho foaniou hag ho c’hrenvaat er feiz. unan ez ea d’ho ziez, ha diskenn a rea gantho er mengleuziou a ioa dindan kear Rom. Eno ec’h offerenne, hag epad ann offerenn e roe eunn nerz nevez d’ho c’haloun dre he brezegennou hag e vage ho eneou dre ar gommunion zantel.
Pourvei a rea ive gant largentez da ezommou ar beorien, hag ar gristenien geiz a veze kaset d’ar prizoun a reseve diganthan a bep seurt sikouriou. Goulskoude ne oue ket paket he-unan, petra bennag ma risklaz he vuez ouspenn kant guech evit mad ann dud fidel.
Ar bersekusion a badaz nao bloaz dioc’htu, ha pa oue echu, ann heretiked a reaz d’ho zro eur goall vrezel d’ann Iliz. Mes Zephirin ho zrec’haz dre he vouiziegez ha dre nerz he gomzou. Prakseas, ar brudeta anezho, a oue gounezet ganthan d’ar gair feiz ; mes ar reuzeudik-se, dallet gant ann ourgouill, a zistroaz goudeze d’he gredennou faoz, hag a varvaz heretik.
Eunn all, he hano Natalis, a deuaz ive d’en em strinka da dreid ar pab santel enn eur anzao oa faziet, hag enn eur c’houlenn pardoun ; mes hema a oue furoc’h eged egile, ha ne guiteaz mui barlenn ann Iliz.
Enn amzer-ze e veve Tertullian, eunn doktor braz hag en doa skrivet he-unan d’ann impalaer evit difenn ar gristenien hag ho relijion. Hogen, ann doktor-ma a ioa eunn den rust, hag a gave abeg er pab abalamour, var he veno, ar pab a ioa re jentil e kenver ar bec’herien. Zephirin ne espernaz netra evit ober d’ezhan digeri he zaoulagad hag anaout n’edo ket ar virionez ganthan. Mes Tertullian a jomaz bepred aheurtet, hag ar Zant en devoue ar c’hlac’har da velet ar spered kaer-ze, a ioa bet bete neuze eur sklerijenn evit ann Iliz, o trei neat gant eur rumm heretiket hag a lavare ez oa pec’hejou ha n’euz pardoun nag absolvenn ebed evitho.
Zephirin a reaz eur maread ordrenansou evit ar bobl
fidel, ar veleien hag ann eskibien, ha goude beza gouarnet
ann Iliz gant eur furnez vraz epad trivac’h vloaz, e
resevaz erfin ar gurunenn a verzerenti d’ar 26 a viz eost
euz ar bloaz 221. He gorf a oue enterret e guered Kallist.
Ann doktor braz Tertullian a gave abeg e sant Zephirin abalamour, var he veno, sant Zephirin a ioa re jentil e kenver ar bec’herien. Ar pab santel a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit ober d’ezhan digeri he zaoulagad hag anaout n’edo ket ar virionez ganthan. Mes Tertullian a jomaz bepred aheurtet, hag a droaz erfin gant ann heretiked. Setu aze petra erru peurvuia gant ann dud ourguilluz. Morse ne fell d’ezho anzao e vent bet faziet ; eur vech lakeat eunn dra enn ho fenn, ne zelaouont na persoun, nag eskop, na pab, ha kentoc’h eget plega e lezont ar relijion a gostez hag e teuont erfin da veza he goasa enebourien. Diouallit eta dreist peb tra rak ann ourgouill : enn ourgouill ema ar c’hrizienn euz ann holl bec’hejou ha soursenn ann daonasion.
r zant-ma a ioa ganet e Petralt er Spagn, hag a roaz
a-vihanik merkou euz ar garantez a dlie da gaout
divezatoc’h evit ar vugale, hag euz ar boan a dlie da gemeret
evit ho skolia hag ho c’helenn hervez Doue. Rak,
o veza c’hoaz krouadur, e tastume enn dro d’ezhan ar
botred all euz he oad evit deski d’ezho ho fedennou hag
ho c’hatekiz.
Epad m’edo oc’h ober he studi, eur vaouez pinvidik a glaskaz he zougen d’ar pec’hed ; mes, gant sikour gras Doue, e c’hounezaz ar viktor var ann dentasion-ze, ha goudeze e resevaz ann Ursiou sakr. D’ann ampoent oa dija habil-braz var ann theoloji kouls ha var skianchou ar bed. Eur vech belek, e prezegaz gant kalz a frouez er C’hastill, enn Aragon hag er C’hatalogn : eur mestr oa dreist peb tra da unani ar re a veze kasouni entrezho. Mes eunn devez eur vouez euz ann env a lavaraz d’ezhan mont da Rom, ha raktal e sentaz.
Joseph a erruaz e Rom er bloaz 1592, hag eno e kastizaz he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou. Tremen a rea ann deiz hag ann noz o pedi hag o vedita ; en em lakaat a eure e breurieziou santel, hag ann dud paour a reseve kalz sikour diganthan, dreist holl pa vezent klanv pe zalc’het er prizoun. Enn eur mare m’edo ar vosenn e kear, ha ma varve ann dud ganthi evel kellien, ar zant-ma, evel sant Kamill Lellis, ne oue ket aoualc’h d’ezhan entent ouz ar re a veze taget gant ar c’hlenved heuzuz-se ha louzaoui ho gouliou ; samma a rea, ouspenn, ar c’horfou maro var he ziouskoaz evit mont he-unan d’ho enterri.
Abarz ar fin Doue a roaz da anaout d’ezhan oa galvet da zevel eunn Urs nevez a venac’h evit skolia ar vugale baour. Ann Urs nevez-ma a oue lakeat ganthan dindan patrounach Mamm Doue, hag hanvet Urs Kloareged-ar-Skoliou-Devot. Ne zaleaz ket d’en em astenn enn eur maread broiou euz ann Europ ; mes ive nag a boan n’en devoue ket Joseph evit dont a benn euz ann dra-ze ! Kaout a reaz var he hent a bep seurt kontrolieziou ; ne oue espernet netra evit klask kaeat outhan, ha great e oue goasa a c’hellet d’ezhan he-unan. Mes hen a c’houzanve peb tra heb en em glemm, hag a iea atao araok heb fallgalouni. Setu perak ann holl a lavare : « — Hema a zo henvel ouz ann den santel Job. »
Petra bennag m’en devoa ar garg a zuperior jeneral euz he Urs, Joseph ne baouezaz morse da ober skol d’he vugaligou ger, d’ar re baoura dreist holl. Skuba a rea ive ann ti var ho lerc’h, hag he-unan ez ea d’ho c’has d’ar gear goude ar skol. Epad daou vloaz hag hanter-kant dioc’htu e kendalc’haz da ober al labouriou humbl-se, ha n’ho lezaz ket zoken a gostez d’ann ampoent m’oa eat dija he iec’hed da fall. Evit he rekoumpansi, Doue a reaz meur a virakl enn he genver dirak he ziskibien, hag ar Verc’hez Vari en em ziskouezaz d’ezhan eunn droiad gant ar Mabik Jezuz var he breac’h. D’ar mare-ze, ar skolaerien a ioa o pedi, hag ar Mabik Jezuz a astennaz he zorn varnho evit ho bennigen.
Goude beza poaniet epad keit all a amzer da rei eunn deskadurez kristen d’ar vugaligou baour, sant Joseph Kalasanz a varvaz e peoc’h e Rom er bloaz 1648, oajet a zaouzek vloaz ha pevar-ugent. A benn kant vloaz goude, e oue kavet he galoun hag he deod enn ho fez, ha ker fresk ha biskoaz.
Ar c’haera euz ann holl oberiou a drugarez eo kelenn var guirioneziou ar feiz ar re n’ho anavezont ket. Ne c’houfac’h eta ober netra guell eget deski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale baour euz hoc’h amezegez, a zo lezet enn abandoun gant ho zud e kenver ar poent-se. Evelse o pezo muioc'h a virit dirak Doue eged o iun divar bara ha dour, hag e c’hellot gounit eur maread induljansou, ken induljansou plenier, ken induljansou all.
ogustin a ioa ganet enn Afrik, ha
mab da Zantez Monika. Bez’e oue
unan euz ar c’haera sperejou a zo bet
biskoaz ; mes betek ann oad a zaou
vloaz ha tregont e renaz eur vuez a zizurs
hag a skouer fall. Dilezel a reaz
zoken ar relijon gatholik evit heul fals
kredennou ann heretiked. Monika a ioa
rannet he c’haloun o velet komportamant
he mab, ha ne ehane da vouela
ha da hirvoudi o sonjal ennhan. Mes
pedi a rea ive a dreuz he daelou hag he
hirvoud, ha Doue a zelaouaz erfin he fedennou
hag he huanadou.
Aogustin, o veza bet hanvet da rejant ar rhetorik e kear Milan, a reaz anaoudegez eno gant sant Ambroaz, eskop ar gear-ze. Plijadur en doa o vont da zelaou ann eskop-ma o sarmoun, abalamour ma’z oa eunn den he-lavar. Hogen, ar zarmouniou-ze a zigoraz d’ezhan he zaoulagad a nebeut a nebeut. Mes, goude beza anavezet he-unan n’edo ket var ann hent mad, nag a boan n’en devoue ket c’hoaz o terri ar chadennou a zalc’he he ene stag ouz ar pec’hed !
Dioc’h eur c’hostez, emezhan, e kave d’inn guelet va zechou fall o kregi em dillad, enn eur lavaret d’inn goustadik ha gant eur vouezik flour : « — Petra ! Aogustin, hor c’huitaat a rez ? Hiviziken ann dra-ma hag ann dra-hont a vezo difennet ouzid ? » Mes, dioc’h eur c’hostez all, e velenn a bell ar jastete oc’h astenn d’inn he divreac’h gant eunn ear dudiuz evit va jacha davethi. Diskouez a rea d’inn eunn niver braz a dud a bep oad, potred iaouank, merc’hed iaouank, intanvezed, hag o doa bevet ato pur ha chast, ha neuze, evit ober goab ac’hanon, e lavare : « — Petra ! Aogustin, te ne c’helli ket ober ar pez o deuz great ar re-ze ? »
A greiz m’edo evelse o c’hourin outhan he-unan, Aogustin a zirollaz da lenva enn eur lavaret : « — Ac’hann da beur e livirinn-me : Varc’hoaz, varc’hoaz ? Perak n’e ket hirio e ve ? Perak ne zilezfenn ket dioc’htu va dizursiou ? » Kerkent e klevaz eur vouez hag a ioa henvel ouz mouez eur c’hrouadur o lavaret enn eur gana : « — Kemerit ha lennit, kemerit ha lennit. »
Aogustin a gemeraz raktal levr ar Skritur Sakr, hag a gouezaz var ar c’homzou-ma euz ann abostol sant Paol : « Ne dremenit ket ho puez er festou, er mezventiou nag er plijadureziou vil ; mes en em viskit euz hor Zalver Jezuz-Krist, ha ne rit van euz a ioulou ar c’hig. »
Enn taol-ma gras Doue a c’hounit var neat ar viktor. Aogustin ne jom mui da varc’hata, hag a guita a-grenn he vuez fall evel m’en doa dija kuiteat he gredennou faoz. Brema Monika a c’hello mervel e peoc’h ; rak he mab a zo chenchet evel eunn all enn he blas, hag euz a bec’her hag heretik aheurtet ma’z oa diagent eo deuet dija da veza eur zant. Heb dale e vezo eskop hag unan eur ar brasa doktored euz ann Iliz.
Eur vech gounezet da Zoue evit mad, Aogustin a zistroaz
d’ann Afrik. Eno ec’h en em dennaz gant eunn nebeut
mignouned enn eunn ti en doa var ar meaz, hag
enn ti-ma e tremene ann deiz hag ann noz o pedi, o
vedita hag o studia ar Skritur Sakr. Kastiza a rea ive he
gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou all.
A benn tri bloaz goude, Valer, Eskop Hippoonn, a reaz d’ezhan reseo ann Ursiou sakr, hag her c’hargaz da brezeg enn he blas. Divezatoc’h, Aogustin he-unan a oue sakret eskop evit sikour Valer, hag ann eskop-ma o veza maro er bloaz varlerc’h, tud fidel Hippoonn o devoue ann eur da gaout ar Zant da genta pastor.
O veza eskop, Aogustin ne ehanaz da ziskleria brezel d’ann heretiked ha da zifenn ar feiz katholik ken dre he gomzou, ken dre he skridou. Ar brud euz he vouiziegez a redaz dre bevar c’horn ar bed, hag euz a bevar c’horn ar bed e veze goulennet kuzul diganthan. Mes gant ann dra-ze oa bepred humbl evel eur c’hrouadur. N’oa ket evit ankounac’haat pec'hejou he iaouankiz, hag aliez e veze klevet o lavaret enn eur vouela : « — Re zivezad am euz ho karet, o va Doue ! Gened bepred koz ha bepred nevez, re zivezad am euz ho karet ! »
Aogustin a veve enn he di evel enn eur gouent asambles gant ar veleien a ioa da dosta d’ezhan. Enn he zal da zibri en doa lakeat skriva ar c’homzou-ma, a vel d’ann holl : « Er meaz ar re a gar drouk-prezeg euz ann nesa ! » Mervel a eure leun a veritou d’ann 28 a viz eost euz ar bloaz 430, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent.
Da genta. — Pebez dallentez ha pebez follentez ne zeufe ket ann den, ker sempl ha ma’z eo, da zifiziout anezhan he-unan !
D’ann eil. — Evel al lagad ne c’hell guelet netra nemed dre sklerijenn ann deiz pe sklerijenn ar goulou, evelse ive ann den ne c’hell ober netra a vad nemed gant sikour gras Doue.
D’ann trede. — Ann nep a fell d’ezhan miret ha kreski karantez Doue enn he galoun a dle lakaat he boan da vouga ennhi karantez ar bed.
D’ar pevare. — Seul-vui e karann Doue, seul-vui e karfenn he
garet, kement her c’havann din da veza karet.
a oa tost ar mare ma tlie hor Zalver Jezuz-Krist en
em ziskouez d’ar bed hag en em rei da anaout evit
ar Mesias, Doue a ordrenaz da zant Iann-Vadezour, a ioa
o veva enn eul leac’h gouez ha distro azalek he vugaleach,
dont da brezeg ar binijenn d’ar bobl a Israel evit
he lakaat e stad da reseo he Zalver egiz ma’z oa red.
Iann a zentaz raktal, hag a skoaz etrezek ster ar Jourden.
Hogen, n’en doa ken dillad nemed eur zae hirr great gant bleo kanval, hag eur c’houriz ler enn dro d’he ziou groazel ; ne zebre nemed killeien radenn hag ar mel a gave er guez kleuz e kreiz ar c’hoajou. Mes sevel a rea he vouez enn eur lavaret : « — Grit pinijenn, rak ema erru rouantelez ann env. » Euz a Jerusalem hag euz a gement korn a ioa er Judee e tirede tud d’he gaout enn eur anzao ho fec’hejou, ha Iann ho badeze holl e dour ar Jourden.
Kalz pharizianed ha saduseaned a deuaz ive d’he zelaou, hag ouz ar re-ma e komze rust. « — Tud savet divar aered-viber, emezhan, piou en deuz desket d’ehoc’h-hu tec’het araok buhanegez Doue ha kaout aoun rak he varnedigez ? Grit eta eur binijenn vad, ha ne d-it ket da glask ho tigarez enn eur lavaret : — Ni zo bugale da Abraham. Rak me respounto d’ehoc’h : — Doue a zo gallouduz aoualc’h evit lakaat bugale da Abraham da zevel euz ar vein a zo ama. Dremm ar vouc’hal a zo dija var griziou ar vezenn ; rag kement guezenn ne zougo ket a frouez mad a vezo trouc’het ha stlapet enn tan. »
Iann-Vadezour a brezege gant kement a nerz ma sonje da veur a hini oa hen ar Mesias. Mes lavaret a reaz he-unan n’oa ket. « — Nann, emezhan, n’e ket me eo ar C’hrist. Mes enn ho touez ez euz eunn all hag a zo krenvoc’h evidon, eunn all ha n’ounn ket din, me, da zilasa d’ezhan he voutou. Me a vadez ac’hanhoc’h gant dour ; mes hennez ho padezo dre ann tan hag ar Spered-Santel. Ar c’hrouer a zo ganthan enn he zorn evit nizat ann ed a zo var he leur : ar greun mad a zastumo enn he c’hrignol ; mes ar greun fall hag ar c’holo a daolo da zevi enn eunn tan ha ne vougo biken. »
Jezuz-Krist a deuaz ive da gaout Iann var ribl ar Jourden evit beza badezet ganthan. Mes Iann a argile dre respet evit he Vestr hag he Zalver, hag a lavare : « — C’houi eo a dlefe va badezi-me, hag e fell d’ehoc’h beza badezet ganen ! » Mes Jezuz a respountaz : « — List ac’hanon da ober ar pez am euz c’hoant ; red e d’eomp rei skouer vad d’ar re all e peb hent. » Neuze Iann ne varc’hataz mui, hag a vadezaz hor Zalver. Kerkent e oue guelet ann env o tigeri, hag ar Spered-Santel o tiskenn var benn Jezuz dindan furm eur goulm. Er memes amzer e oue klevet eur vouez o lavaret e barr ann ear : « — Hema eo va Mab muia karet, ann hini a ra va holl flijadur. »
A benn eunn tachad goude, Jezuz a zistroaz d’al leac’h m’edo Iann o vadezi, hag o remerkout anezhan a-ziabell, Iann a lavaraz a vouez huel : « — Setu ahont Oan Doue, setu ahont ann hini a lam pec’hejou ar bed. Hennez eo ann hini ma’m euz lavaret divar he benn : — Dont a rai unan var va lerc’h hag a ioa em raok-me. Me ro testeni eo hennez Mab da Zoue, rak guelet em euz ar Spered-Santel o tiskenn hag o chom varnhan dindan furm eur goulm. »
D’ar mare-ze, Herodes, roue ar Galilee, a roe skouer fall er vro o veva gant Herodiades, greg he vreur Philipp ; rak hema a ioa beo c’hoaz d’ann ampoent. Iann-Yadezour a ieaz da gaout ar roue, hag a lavaraz d’ezhan : « — Pec’hed oc’h euz o veva evelse gant ho c’hoar-gaer. » Mes Herodes, e leac’h he zelaou, a ordrenaz kregi ennhan hag he deuler er prizoun karget a jadennou. Hogen, ann dra-ze ne oue ket aoualc’h c’hoaz evit Herodiades : houma enn he c’hounnar, a glaskaz ann tu da lakaat ar prophet kalounek d’ar maro abalamour ma koundaone he buez direol.
Da genver ann deiz m’oa ganet, Herodes a roaz eul lein vraz d’he offiserien ha d’ann dud a renk huela euz ar Galilee. Merc’h Herodiades a zansaz epad lein, hag a blijaz kement d’ar roue ha d’ar goumpagnunez ma lavaraz Herodes d’ezhi : « — Goulennit diganen ar pez a gerot, ha me hen roio d’ehoc’h, ha pa ve zoken ann hanter euz va rouantelez e ve. » Er memes amzer e touaz var he le e talc’hche mad d’he c’her. Ar verc’h a ieaz neuze er meaz euz ar zal da gaout he mamm. « — Va mamm, emezhi, petra c’houlenninn ? » Hag he mamm d’ezhi kerkent : « Goulenn penn Iann-Vadezour. »
Var gement-se, ar verc’h a zistroaz d’ar zal, hag a lavaraz da Herodes : « — Me c’houlenn ma vo roet d’inn ama dioc’htu penn Iann-Vadezour var eur plad. » Ar goulenn-ma a reaz kalz poan d’ar roue. Goulskoude, abalamour m’en doa touet var he le e raje ar pez a vije goulennet diganthan, e kasaz tud raktal da zibenna Iann-Vadezour enn he brizoun. Ar penn a oue digaset d’ar zal var eur plad ha roet d’ar verc’h iaouank, hag houma a redaz da ziskouez anezhan d’he mamm.
Sant Iann-Vadezour a zo lakeat d’ar maro a greiz eur fest ha goude
ann dans. Nag a bec’hejou a deu evelse aliez da heul ar festou hag
ann dansou ! Petra ne c’hell ket ann den da lavaret pe da ober
c’hoaz pa vez krog enn he c’hoad tan ann ioulou fall ? Mar fell d’ehoc’h
eta beva e gras Doue, tec’hit dioc’h ar festou hag ann dansou-ze, a
denn da bep seut dizursiou hag a zo ar penn-kaoz euz a zaonasion
kement a dud.
r zantez-ma a ioa ganet e kear Lima er Perou, hag a
oue ar boked kenta a zantelez a ziouanaz var douar
ann Amerik er penn dioc’h ar C’hresteiz. He hano badiziant
oa Izabel ; mes, eunn devez m’oa kousket enn he
c’havell, d’ann oad a dri miz, he mamm a velaz enn
eunn taol kount he zal o lugerni evel eur rozenn gaer ha
dudiuz, ha divar neuze ne reaz mui nemed Roza pe
Rozenn anezhi ; rak ar ger roza a zinifi rozenn e latin.
Goulskoude, pa deuaz da gaout eunn tammik skiant, ar verc’h a gemeraz poan gant ann dra-ze. Aoun e devoa na vije bet leshanvet evelse evit lakaat foug ennhi abalamour d’he gened. Mes ar Verc’hez a lamaz ann nec’hamant-ma divar he spered, enn eur lavaret d’ezhi : « — Roza, ann hano-ze a blij d’am mab, ha me a fell d’inn e stagfez va hini outhan, hag e vez hanvet hiviziken Roza-Mari. »
D’an oad a bemp bloaz, edo eunn droiad o c’hoari gant he breur kosa, hag hema a gaillaraz he bleo d’ezhi. Kerkent e teuaz tenval he fenn, hag he breur, o velet ann dra-ze, a gomzaz outhi evelhenn var don eur belek o sarmoun : « — Petra, dimezell, kalz a istim oc’h euz eta evit ar rouejou-ze a zervich da baka ann eneou ? » Ar c’homzou-ma a ieaz doun e kaloun Roza, ha prest goude e reaz veu da jom bepred guerc’hez, hag e trouc’haz he-unan he bleo.
Divar ar mare-ze ec’h en em daolaz holl d’ann oberiou
a binijenn. Ne felle d’ezhi dibri frouezenn ebed, petra
bennag ma karie kalz ar frouez, ha d’ann oad a c’houec’h
vloaz, ec’h em em lakeaz da iun eur vech, diou vech er
zizun, hag aliez divar bara ha dour, pa c’helle hen ober
heb kontrolia he mamm. Rak ato oa leun a respet hag a
zentidigez e kenver he zud.
D’ann oad a bemzek vloaz, e reaz veu da ober vijil bemdez epad ar bloaz, nemed gourc’hemennet e vije d’ezhi dibri kig. N’oa ket evit gouzanv braoigou ha fanfarluchou ar bed : heuz e devoa outho. Goulskoude he mamm e doa c’hoant d’he dimezi, hag a ordrenaz d’ezhi eunn devez lakaat eur c’harlantez bokedou enn dro d’he fenn. Roza a zentaz ; mes staga a reaz ar c’harlantez-se ouz he fenn gant eur spillenn.
Abarz ar fin e devoue kounje digant he mamm da vont e Trede-Urs sant Dominik, ha neuze e kreskaz c’hoaz he iuniou hag he finijennou. Tremen a rea ar c’horaiz hed-a-hed heb tanva ar bara, ha dindan he dillad all e touge eunn hiviz reun hag a ioa ennhi stank-stank begou nadoziou. Gant ann dra-ze c’hoaz e kastize aliez he c’horf a daoliou fouet, ha n’e doa ken guele nemed chosou guez hag a veze tammou guer pe dammou podou torret etre ho goaskou. Eunn eston hag eur burzud eo e defe gellet herzel, ker kriz oa outhi he-unan.
Roza a ioa ken humbl ma’z oa eunn dudi evithi beza disprijet hag evel breset etre treid ann dud. Goulskoude Doue a zigasaz d’ezhi eur groaz hag a gavaz pounner meurbed. Epad pemzek vloaz dioc’htu e teue bemdez enn he ene kement a zec’hor hag a denvalijenn ma ne c’helle mui pedi na medita, ha ma venne koueza enn dizesper. Ann dra-ma a bade eunn heur hanter bemdez.
Mes goudeze Doue a rekoumpanse fidelite he zervicherez enn eur garga anezhi a c’hrasou dispar. Santez Katell a Sienn, he eal mad, ar Verc’hez Vari hag hor Zalver Jezuz-Krist he-unan, en em ziskoueze dezhi aliez evit laouenaat he spered. Eunn devez zoken hor Zalver a gomzaz outhi evelhenn : « — Rozenn va c’haloun-me, c’houi a vezo va fried. »
Nerz ar garantez e doa evit Doue a dorraz erfin al liammou
a zalc’he he ene var ann douar, hag ann ene pur
ha santel-ma a nijaz d’ar baradoz da gaout Jezuz d’ar
24 a viz eost euz ar bloaz 1617. Roza a ioa neuze o ren
he eil bloaz ha tregont.
Mamm ar zantez-ma a ordrenaz d’ezhi eunn devez lakaat eur c’harlantez bokedou enn dro d’he fenn, ha Roza a zentaz dioc’htu ; mes staga a reaz ar c’harlantez-se ouz he fenn gant eur spillenn. Setu aze penaoz ar Zent o deuz great ato brezel d’ho c’horf dann ampoent zoken m’o doa doare da ober stad anezhan. Ma ne c’hellit ket eveldho kastiza hoc’h hini dre ar iun hag a daoliou fouet, bezit da vihana bepred var evez evit mouga he voall ioulou kerkent ha m’ho zantot, hag ober d’ezhan iun euz ar pec’hed, hag euz a gement tra a zoug d’ar pec’hed.
emon a deuaz er bed goude maro he vamm, hag abalamour
da ze e oue leshanvet Nonnat ; rak ar ger-ma
a zinifi eunn den ha n’e ket ganet evel ar re all. Rei
a eure a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont ;
rak d’ann oad-se oa dija troetoc’h var ann devosion eget
var ar c’hoari.
Pa oue braz aoualc’h da vont dar skol, e oue lakeat var ar studi ; mes, gant aoun na zavche c’hoant ganthan da veza belek pe vanac’h, he dad a reaz d’ezhan distrei d’ar gear, hag her c’hasaz da labourat eur ferm en doa var ar meaz. Remon a zentaz heb lavaret ger, hag, o veza ma karie beza he-unan, e lezaz al labour all gant ar mevellien, hag ec’h en em gargaz da ziouall al loaned.
Hogen, sant Nikolas en devoa eur chapel e traon ar menez el leac’h ma veze peurvuia gant he loaned, hag er chapel-ze ez oa eunn imach d’ar Verc’hez Vari. Remon en em denne eno aliez da bedi ar Verc’hez da gaout truez outhan, ha da gemeret anezhan evit he mab p’e guir n’en doa mamm ebed var ann douar.
Mari a zelaouaz he bedenn, hag a roaz da anaout d’ezhan e raje plijadur d’ezhi o vont enn Urs a ioa nevez savet evit tenna ar gaptived euz a dre zaouarn ann Turked. Remon, o veza kounje digant he dad, a skoaz raktal etrezek Barseloonn evit goulenn beza resevet enn Urs-se. Resevet e oue gant sant Per Nolask.
A benn tri bloaz goude beza great he veuiou, e oue kaset he-unan d’ann Afrik, hag enn eur erruout e kear Aljer e prenaz eur maread kaptived. Mes kalz re all a jome c’hoaz ha n’en doa mui a arc’hant da baea ho ransoun. Neuze Remon a lavaraz d’ann Turked : « — Mar kirit lezel ar gaptived all-ze da zistrei ive d’ho bro, me ro d’ehoc’h va ger e vezo paet ho ransoun divezatoc’h, ha da c’hortoz, me jomo da gred evitho. » Great e oue evel a lavarear Zant ; ar gaptived a oue laosket holl da vont kuit, ha Remon a jomaz da gred evit ar re n’oa ket c’hoaz paet ho ransoun.
Raktal ec’h en em lakeaz da brezeg ann Aviel d’ann Turked, petra bennag m’oa difennet ann dra-ze dindan boan a varo, ha bez’en devoue ann eur da c’hounit meur a hini anezho da feiz Jezuz-Krist. Mes diskuillet e oue d’ar gouarner, hag hema her c’houndaonaz da vervel dre ar peul. Ann nep a veze koundaonet d’ar seurt maro-ze a veze treuzet he gorf gant eur peul euz ann eil penn d’egile.
Ar Zant a zridaz he galoun gant ar joa pa glevaz pe seurt setans a ioa douget enn he enep. Goulskoude ar zetans-ma a oue chenchet enn eunn all hag her c’houndaone hebken da reseo taoliou baz var blantou he dreid; rak ann Turked o doa aoun da goll ar ransoun a ioa dleet d’ezho c’hoaz evit lod euz ar gaptived o doa lakeat e liberte. Hogen, Remon a gendalc’haz da brezeg enn despet d’ann taoliou baz en doa bet. Mes diskuillet e oue adarre d’ar gouarner, hag enn dro-ma ar gouarner a ordrenaz toulla he vuzellou d’ezhan ha staga outho eur potaillik hag a ioa alc’houez varnhan. Goudeze e reaz he deuler enn eur prizoun tenval dindan ann douar, hag ar Zant a dremenaz eiz miz er prizoun heuzuz-se, karget a jadennou hag he c’hinou ato alc’houezet nemed da vare ann tammou prejou a veze servichet d’ezhan.
Abarz ar fin ec’h erruaz menac’h euz he Urs gant ann arc’hant en doa lavaret a vije roet evit ar gaptived n’oa ket c’hoaz paet ho ransoun. Remon a vije bet joa ganthan chom pelloc’h etre daouarn ann Turked, enn esper echui he vuez dre ar verzerenti; mes distrei a renkaz d’he gouent asambles gant ar venac’h a ioa deuet d’he gerc’hat.
Ar pab Gregor IX, o veza klevet hano eus ar pez en doa bet da c’houzanv enn Afrik, her greaz kardinal hag her galvaz da vont da Rom. Ar Zant en em lakeaz dioc’htu enn hent; mes klenver a eure e Kardoonn, hag eno e varvaz leun a veritou d’ann 31 a viz eost euz ar bloaz 1240, goude beza bet kommuniet gant ann elez ; rak ar belek a oue klasket da zont var he dro n’edo ket er gear. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz ha tregont.
O veza ne c’houiet ket e pe leac’h he enterri, e oue lakeat he gorf var gein eur mul dall enn eur lavaret e vije enterret el leac’h ma chomje ar mul a za. Hogen, al loan dall a gendalc’haz da vont araok ken na erruaz e kichen dor chapel sant Nikolas, ar chapel m’oa bet boaz Remon d’en em denna ennhan enn he iaouankiz evit pedi dirak imach ar Verc’hez. Er chapel-ze e oue enterret, hag a-c’houdevez ez euz bet savet eno eur gouent euz he Urs.
Nag a gaptived n’en deuz ket prenet ar zant-ma ! Nag a eneou n’en
deuz great ma vije bet lezet da vervel varlerc’h he vamm evel ma
lezer siouaz ! ken aliez a vugel all. Ar re a zo var dro eur c’hreg, hag
a varv er stad m’edo mamm Remon Nonnat, a zo eunn dever evitho,
hag eunn dever striz, ober ar pez a zo enn ho galloud evit savetei he
vuez d’ar c’hrouadur. Ann amiegezed, dreist holl, a dle gouzout penaoz
en em gemeret evit kement-se, ha ma ne c’houzont ket, eo red d’ezho
deski. Pebez samm var ho c’houstians ma vent kaoz da eur c’hrouadur
da vervel, ha da vervel heb badiziant !
iles a ioa ganet e kear Atheen a dud a lignez huel hag
a zoujans Doue. O veza bet kaset d’ar skol, e teuaz da
veza habil e berr amzer; rak eur spered lemm en devoa,
hag e teske ar pez a garie. Mes he furnez hag he vertuz
a ioa c’hoaz treac’h d’he spered.
Koll a reaz abred he dad hag he vamm, ha kerkent e verzaz ar madou o doa lezet ganthan evit pourvei da ezommou ar beorien. Doue, evit he rekoumpansi, a roaz d’ezhan raktal ann donezoun a viraklou.
Eunn devez m’edo o vont d’ann iliz da ober he zevosionou, eur paour keaz klanv, hag hen enn noaz, kouls lavaret, a c’houlennaz ann aluzenn diganthan. Jiles a daolaz he zae var diouskoaz ar paour keaz-se, ha dioc’htu ec’h en em gavaz ker iac’h ha biskoaz. Eunn devez all e pareaz eunn den hag a ioa bet flemmet gant eunn aer-viber. Eunn droiad all c’hoaz e tennaz a boan eur reuzeudik hag a ioa eat ann diaoul enn he gorf.
Ar brud euz ar miraklou-ze a rea d’ann holl beza leun a istim evithan. Mes Jiles en devoue aounn na deuje erfin ann ourgouill da c’hounit he galoun, ha setu hen hag ober he zonj da guitaat he vro. Pignat a eure enn eul lestr evit dont e Frans ; mes heb dale al lestr-ma a oue e riskl da ober pense, ker krenv oa ann avel ha ker rust oa ar mor. Neuze Jiles en em lakeaz da bedi, ha ker buhan e kouezaz ann avel, hag ar mor a ehanaz da lammet.
Diskenn a reaz var douar Frans e kichen Marseill, hag ac’hano ez eaz da gaout sant Sezer, eskop Arles, evit deski ganthan ar guella feson da bignat huel e skeul ar zantelez. Mes, a benn daou vloaz goude, ec’h en em dennaz enn eur c’hoat doun, el leac’h ma choazaz evit ober he ermitach eur garrek kleuz ha ne oa enn dro d’ezhi nemed bodennou drez ha spern. Eno e felle d’ezhan tremen ann nemorant euz he vuez, pell dioc’h trouz ar bed ha dianavezet gant ann dud.
Goulskoude a veac’h ma kave el leac’h gouez-se eur c’hrizienn pe eul louzaouenn bennag da zibri ; mes Doue a zigase d’ezhan bemdez eunn heizez hag a vage anezhan gant he leaz.
Hogen, ann heizez-ma a oue remerket eunn devez gant chas Childebert, roue Frans, a ioa o chaseal er c’hoat-se. Raktal e redaz da guzat da ermitach ar Zant ; mes ar chas a redaz var he lerc’h, hag ar roue a ieaz ive da heul. Kaout a eure Jiles var bennou he zaoulin enn he garrek kleuz, he spered evel beuzet e Doue, hag ann heizez gourvezet eharz he dreid.
Childebert a jomaz mantret o velet kement all, hag evit diskouez ar respet en doa evit ar Zant, e kinnigaz d’ezhan prezanchou kaer. Mes Jiles a respountaz ne gemerje netra evithan he-unan. Kounsanti a reaz hebken ma vije savet eur gouent e plas he ermitach evit ann dud o devije c’hoant da guitaat ar bed eveldhan, hag ar roue a roaz urs da staga dioc’htu d’al labour-ze.
Ar gouent ne oue ket pell evit beza savet, hag abarz nemeur e oue leun a venac’h devot hag a veve evel ermited ann Ejipt hag ann Thebaid guech all. Jiles a oue hanvet da zuperior enn despet da gement a reaz evit klask miret.
Eunn devez, ar roue a gemennaz d’ezhan mont d’he gaout da Orlean. Jiles a zentaz, hag epad ma oue oc’h ober he dro, e reaz adarre eur maread miraklou. Goudeze ez eaz da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol. Eno da vihana ec’h espere ne vije anavezet gant den. Mes he zantelez hen diskuille e peb leac’h, hag ar pab, o veza gouezet piou oa, a c’hoanteaz he velet, hag a reaz stad anezhan evel m’en doa great ar roue Childebert.
Goude beza bet e Rom, ar Zant a vevaz c’hoaz meur a
vloaz enn he gouent. Doue her galvaz erfin davethan,
d’ar c’henta a viz guengolo, eur blavez bennag araok ar
bloaz 600.
Sant Jiles en deuz great ar pez a ioa enn he c’halloud evit miret na vije istimet hag henoret. Evit kement-se eo en em dennet enn eur garrek kleuz e kreiz eur c’hoat doun. Goulskoude n’ez euz nemeur a zent hag a ve bet great muioc’h a henor d’ezho eget na zo bet great d’ezhan : respetet eo bet e peb leac’h ha gant ann holl, gant ar roue kouls ha gant ar pab. Setu aze penaoz ec’h istimer bepred ar re humbl, e leac’h ann dud rog hag ourgouilluz a vez ato disprijet. Evel ma lavar d’eomp ann Aviel : Neb a glask en em zevel a vezo diskaret, hag ann neb en em izelai a vezo savet huel.
r zant-ma a ioa mab d’ann duk ha d’ann dukez a
Hongrii, hag a oue savet e doujans Doue gant he
dad hag he vamm. Ar re-ma a ziskenne euz a eur vouenn
dud paian hag hanter-c’houez, hag ho-unan oant bet
paianed er penn kenta euz ho amzer. Mes anavezet o
devoa erfin ar virionez euz ar relijion gristen, ha divar
neuze ne espernent netra evit ober ive kristenien euz
ho zujidi. Hogen, n’e ket hi, mes ho mab eo a dlie kaout
ar c’hloar hag ann henor-ze.
Stephan ne oa nemed ugent vloaz pa varvaz he dad ; mes he furnez a ioa dreist he oad, ha ne zaleaz ket da ziskouez oa ker goest ha peb hini da c’houarn he bobl dreizhan he-unan. Kenta tra a reaz a oue klask ann tu da veva ato e peoc’h gant ar brinsed a ioa amezeien d’ezhan, ha goudeze e lakeaz he holl boan da zistrei he zujidi dioc’h servich ann doueou faoz.
Beleien ann idolou a ieaz enn egar o velet ann dra-ze, hag a boulzaz ar baianed da gemeret ho armou evit ober brezel d’ann duk. Mes Stephan a oue treac’h d’ann dud aheurtet-se ; gounit a eure eur viktor gaer varnho, hag evit trugarekaat Doue e savaz eur gouent var dachenn ann emgann enn henor da zant Martin.
Neuze e c’halvaz misionerien euz a gement korn a ioa enn Allemagn evit prezeg ann Aviel d’he bobl. Doue a vennigaz labour ar visionerien, hag abarz nemeur e oue guelet eur jenchamant burzuduz er vro : ann idoiou a ioa dilezet e peb leac’h, hag ar guir Doue adoret gant ann holl, kouls lavaret.
Evit rei eunn diazez stard d’ar relijion, Stephan a zavaz enn he stadou dek eskopti hag eunn arc’heskopti. Goudeze e skrivaz d’ar pab evit goulenn kounje diganthan da gemeret ann hano a roue. Ar pab a respountaz enn eur zigas d’ezhan eur guruni hag a zervich c’hoaz hirio da guruni rouaned ann Hongrii.
Ann duk santel, o veza resevet al lizer-ze, a oue anavezet evit roue gant he holl zujidi, ha sakret gant eur zolanite vraz. Ar pab en doa digaset d’ezhan ive eur groaz, gant ar c’hallodd da lakaat dougen ar groaz-ma dirazhan abalamour m’oa bet abostol he vro.
Eur vech anavezet evit roue, Stephan a embannaz al lezennou ar re fura evit diarbenn ann dizursiou enn he rouantelez, ha lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Evithan, he vuez a ioa evit ann holl eur mellezour euz ar c’haera vertuziou.
Chom a rea pell hag hirr da bedi ha da vedita abarz mont da gousket. Bemdez e kleve ann offerenn, hag aliez e tostea ouz ar zakramanchou. Boaz oa ive da iun ha da zougen eur c’houriz reun enn dro d’he gorf. Gant ann dra-ze en doa eur garantez heb he far evit ar beorien.
Ne vanke morse da rei eunn dra bennag d’ezho pa deuent da c’houlenn ann aluzenn diganthan. He-unan e voalc’he ho zreid d’ezho, ha pa vezent klanv enn hospitaliou, ez ea d’ho guelet enn noz ha digoumpagnoun, evit entent outho hag ho louzaoui gant he zaouarn a roue.
Ar zant-ma a ioa bet dimezet da Jizel, c’hoar da zant
Herri, impalaer ann Allemagn, hag en devoue kalz bugale.
Mes holl e varvchont iaouank. Ar c’hosa anezho,
he hano Emerik, a ioa eur zant evel he dad. Mervel a
eure e barr he vrud, ha Stephan a oue treuzet he galoun
gant eur c’hleze a c’hlac’har. Evelato en em rezina a
reaz bepred da volontez Doue.
He-unan e oue skoet gant eur c’hlenved hirr ; mes ato e c’houzanvaz he boan heb en em glemm, hag er bloaz 1038 ez eaz erfin da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he veritou, da zeiz gouel Maria-Hanter-Eost. Hed ar vech en doa bet eunn devosion dener evit mamm Doue, ha choazet en doa anezhi evit patrounez he vro hag he rouantelez.
Ar roue santel-ma en deuz meritet beza hanvet Abostol ann Hongrii dre ar boan en deuz kemeret evit gounit he holl zujidi da feiz Jezuz-Krist, ha kendelc’her goudeze ann devosion enn ho zouez. C’houi, tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, a c’hell meritout ive beza hanvet Ebestel ho tiegeziou, mar kirit ober evit ho pugale pe ho zervicherien ar pez en deuz great sant Stephan evit he bobl : da lavaret eo, ho c’helenn pe lakaat ho c’helenn egiz ma’z eo dleet var guirioneziou ar relijion, teuler evez ma vezint bepred aketuz d’ho deveriou a gristen, ha beza hoc’h-unan evitho eur skouer a bep seurt vertuziou.
iakr a ioa ganet enn Irland a
dud a lignez huel. Mes kuitaat
a reaz he vro, hag hen c’hoaz
iaouank-flamm, evit dont e Frans
da ober he ermitach. O veza erruet
e kear Mo, ez eaz da c’houlenn
loja da di zant Faron, eskop
ar gear-ze. Ann eskop-ma hen
lojaz a galoun vad, hag a c’houlennaz
outhan d’he dro euz a be leac’h
oa, petra glaske dre eno ha pe hano
en doa.
Ann divroad iaouank a respountaz : « — Ann Irland eo va bro ha bro va zud ; klask a rann eur plas evit beva va-unan gant Doue, ha Fiakr eo va hano. » « — Mad, eme zant Faron, e kichen ama ez euz eur plas brao evit ann dra-ze ; mar kirit ez aimp d’he velet. » « — Deomp’ta, » eme Fiakr.
Ann eskop a gasaz ann divroad iaouank da eur c’hoat hag a ioa diou leo dioc’h kear Mo, hag eno e tiskouezaz d’ezhan etouez ar guez eur plas da ober he ermitach. « — Mar d-eo ar plas-ma dioc’h ho toare, eme zant Faron, me hen ro d’ehoc’h ; rak ar c’hoat a zo d’inn-me. » Fiakr en em strinkaz raktal da dreid ann eskop evit he drugarekaat : ar plas a blije d’ezhan kena.
Neuze ec’h en em lakeaz da bilat ar guez, ha goudeze e savaz eur chapel enn henor d’ar Verc’hez hag eunn ti evithan he-unan hag evit loja ann divroidi. Pa oue echu al labour-ze ganthan, e tremene he holl amzer o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou.
Ar brud euz he zantelez a rea d’ann dud klanv divar dro dont d’he gaout enn esper ec’h obtenje ar iec’hed evitho digant Doue. Ar re ne c’hellent ket dont ho-unan a veze digaset gant re all, ha Fiakr ho faree holl enn eur astenn he zaouarn varnho.
Sant Chillen, o veza klevet hano anezhan enn eur dremen dre gear Mo, a deuaz ive d’he velet. Fiakr hen digemeraz evel eur breur hag her pedaz da jom ganthan eunn nebeut deveziou ; rak ar zant-se a ioa ive euz ann Irland, ha zoken eunn tammik kar d’ann ermit. Chillen a jomaz, hag ann daou zant o devoue plijadur o kaozeal asambles divar benn ho bro hag ho c’herent. Goulskoude, e kreiz ho c’haoz, ne ankounac’heant ket ann Aotrou Doue, ha gant ho c’homzou all e kemmeskent ato eur gomz santel bennag tennet divar ar Skritur Sakr.
Etre daou, Fiakr a c’hoanteaz kaout eur jardin evit
gellout maga ann divroidi hag ar beorien a deue d’he
ermitach. Sant Faron a roaz kounje d’ezhan da gemeret
evit ann dra-ze ann douar a c’hellje da gloza enn eunn
devez oc’h ober eur foz tro var dro. Ann ermit a grogaz
raktal enn he bal, ha dre ma pourmene houma, ann
douar a zigore anezhan he-unan.
Eur vaouez bennag a oue test euz ar burzud-ma, hag a redaz da gounta da zant Faron oa Fiakr eur sorser. Mes ann eskop, o veza guelet he-unan ar foz mirakuluz en doa great ann ermit, a anavezaz dioc’htu oa eur mignoun braz da Zoue, ha goudeze en devoa e muioc’h a istim evithan eget biskoaz.
Fiakr a laboure he-unan he jardin, hag abalamour da ze ar jardinerien devot o deuz he joazet evit ho fatroun. Gant al legumach hag ar frouez en deveze ennhi e vage ann divroidi hag ar beorien a deue d’he ermitach. Evithan, ne zebre kouls lavaret netra.
Goude beza renet ar vuez-se epad tost da zaou-gent vloaz, ar zant-ma a varvaz e peoc’h er bloaz 670, hag he gorf a oue enterret er chapel en doa savet. Ar miraklou a c’hoarvezaz var he vez o deuz brudet he hano e kement korn a zo e Frans. Setu ama unan euz ar miraklou-ze.
Seiz den o veza bet o pardouna e Sant-Denis, pemp anezho a ginnigaz d’ann daou all mont asambles da vizita sant Fiakr. Mes ann daou all a respouhtaz dre fars : « — Sant Fiakr eo medisin ar re lor, ha ni a zo iac’h-pesk ; n’on euz eta ezomm ebed euz he zikour. » A veac’h o devoa peur-achuet ar c’homzou-ze ma kolljont ar gueled. Neuze e savaz keuz gantho da veza komzet evel o doa great, ha setu hi da vez ar Zant da c’houlenn pardoun diganthan ha digant Doue. Kerkent e teuaz ar guelet d’ezho adarre.
Arabad eo morse farsal divar goust ar Zent, na divar goust ann traou sakr. Ann dra-ze a zo kountrol d’ann heno a dleomp d’ar Zent evel da vignouned ann Aotrou Doue, ha d’ar respet a dleomp d’ann traou sakr evel da draou hag a zo, evel pa lavarfenn, lakeat e servich Doue he-unan.
Ar pez a c’hoarvezaz gant goaperien sant Fiakr a ro d’eomp kentel
var gement-ze. Aliez guech Doue a sko dioc’htu ann neb a vez direspet
evithan pe evit ar zent hag ann traou sakr. Mes, ha pa vent espernet
eur pennad, ne c’hellomp ket kredi e vent diskarg na didamal.
Abred pe zivezad e vezint tizet gant breac’h ann Holl-C’halloudek.
r zantez-ma a ioa gaaet e Viterb enn amzer ma rea
ann impalaer Frederik II, leshanvet Baro-Ruz, eur
vrezel sakrilach d’ann Iliz ha d’ar pab. Doue he joazaz,
hag hi c’hoaz iaouankik, evit difenn ar guir relijion a
enep ann heretiked a ioa a dud gant ann impalaer-ze, ha
krenvaat ar gristenien gatholik er feiz.
Ar c’homzou kenta a deuaz euz he ginou a oue ann hanoiou santel a Jezuz hag a Vari, har kenta tra a reaz pa c’hellaz bale he-unan a oue mont d’en em strinka d’ann daoulin dirak ar grusifi ha dirak imach ar Verc’hez. D’ann oad a dri bloaz e tigasaz adarre e buez eunn eontr d’ezhi hag a ioa maro eunn devez a ioa.
Ar brud euz ar mirakl-se o veza redet dre gear, ne oue ken kaoz gant ann dud nemed euz a Roza. Mes houma n’e ket plijout d’ann dud eo a glaske, mes plijout da Zoue. Epad c’houec’h vloaz dioc’htu e chomaz kuzet enn eur gamprik e ti he zad, hag eno e tremene he holl amzer o pedi, o labourat, hag o kastiza he c’horfik ken tener c’hoaz dre ar rusta pinijennou. Ne deue euz he c’hambr nemed evit mont d’ann iliz pe da vizita ar beorien.
Abarz ar fin e kouezaz klanv ha toc’hor zoken. Mes d’ann amgoent m’edo dija var he zremenvan, ar Verc’hez Vari he fareaz enn eunn taol kount enn eur lavaret d’ezhi guiska sae Trede-Urs sant Fransez hag en em lakaat da brezeg ar binijenn d’ar bobl. Prest goude, hor Zalver he-unan en em ziskouezaz dirazhi astennet var he groaz ha leun-c’hoad he gorf.
Roza a zentaz ouz ar Verc’hez. ha goude beza guisket sae Trede-Urs sant Fransez, setu hi da brezeg a vouez huel dre ar ruiou ha var ar plasennou evel propheted Israel guech all. Ne oa c’hoaz neuze nemed nao pe zek vloaz. Goulskoude ar bobl a zelaoue anezhi gant respet ; rak anat oa d’ann holl e komze ar Spered-Santel he-unan dre he ginou.
D’ar mare-ze, ez oa kalzik heretiked e Viterb. Ar re-ma a ieaz enn egar ouz Roza abalamour ma tiskoueze d’ezho sklear ne oa nemed gevier oc’h ho heul, hag edo ar virionez gant ar pab hag ann Iliz katholik. Klask a rejont ober d’ezhi tevel ; mes ne c’helljont ket dont a benn euz ho zaol. Neuze e poulzchont ar gouarner d’he c’has kuit euz a gear. Ar gouarner a roaz skouarn d’ezho, hag eunn devez Roza hag he zud o devoue urs da guitaat Viterb var ann heur. Hogen, ann dra-ma a ioa er goanv, hag ann henchou a ioa goloet a erc’h. Ar Zantez hag he zud a oue kollet enn eur dreuzi eur c’hoat, hag a jomaz hed ann noz da vale heb gouzout e pe leac’h edont. Tad ha mamm Roza a vouele ; mes hi a ioa bepred laouen : euruz oa abalamour ma c’helle gouzanv eunn dra bennag dre garantez evit Jezuz-Krist.
Antronoz evelato ec’h errujont e Soriano, ha kerkent ar Zantez en em lakeaz da brezeg adarre, Konsoli a eure tud fldel ar gear-ze enn eur lavaret d’ezho e varvche heb dale ann hini a rea brezel d’ann Iliz. Ar pez a lavare a deuaz da veza guir ; rak ann impalaer Frederik II a varvaz er bloaz-se d’ann trizek a viz kerzu.
Euz a Zoriano Roza a ieaz c’hoaz da veur a gear all, hag e peb leac’h ne ehane da alia ar bec’herien da zistrei ouz Doue ; poueza a rea ive var ar zentidigez a dle ann holl gristenien d’ar pab. Eunn droiad ec’h en em daolaz e kreiz eunn tan braz heb kaout drouk ebed, hag ar mirakl-ma a lakeaz eur zorserez keretik da zigeri he daoulagad da sklerijenn ar feiz.
Pa oue klevet e Viterb oa maro ann impalaer Frederik II,
ar bobl a gasaz ar gouarner kuit, hag a c’halvaz
Roza da zont enn dro. Ar Zantez a oue digemeret gant
he c’henvroiz evel eur rouanez. Mes dija e devoa gounezet
he c’hurunenn er baradoz, ha prest goude e varvaz,
er bloaz 1252, oajet hebken a zaouzek pe drizek vloaz.
Santez Roza enn eur brezeg a boueze var ar zentidigez a dle ann holl gristenien d’ar pab. Ar pab a zalc’h var ann douar plas hor Zalver Jezuz-Krist. Rak-se ann nep her selaou a zelaou Jezuz-Krist he-unan ; mes ive ann nep hen disprij a zisprij Jezuz-Krist, hag ann nep a zisprij Jezuz-Krist n’ez euz baradoz ebed evithan. Lakit ann dra-ze doun enn ho spered, ha bezit ato leun a respet evit hon Tad santel ar Pab.
orans a ioa ganet e Veniz a dud a lignez huel, hag a
ziskouezaz enn he vugaleach eur furnez dreist he oad.
Pa oue deuet da baotr iaouank, e savaz c’hoant ganthan
da guitaat ar bed, hag, evit guelet hag hen a c’hellje en
em ober dioc’h ar vuez pinijennuz a rene ar venac’h er
c’houenchou, ec’h en em voazaz da gousket ato var ar
plench pe var ann douar noaz.
Goulskoude he vamm e devoa kavet eur fortun gaer evithan. Ar Zant a jomaz eunn tammik da varc’hata : mes abarz ar fin e lavaraz, enn eur zellet ouz he grusifi : « — Ennhoc’h-hu, o va Doue, ema va holl esperans, » ha prest goude ez eaz da c’houlenn beza resevet enn eur gouent hag a ioa eur c’hart leo bennag dioc’h kear.
Divar neuze ne falvezaz d’ezhan mui kemeret plijadur ebed var an douar. Evelse, ne lakea morse he dreid e chardin ar gouent, ha ne zistroaz ken da di he dud nemed p’ edo he vamm var he zremenvan. Ne zebre nemed evit delc’her he gorf enn he za, ha ne eve morse netra etre he brejou. Pa veze lavaret d’ezhan eva eunn dra bennag var digarez ma veze tomm ann amzer, pe var digarez ma veze skuiz, Lorans a respounte : « — Ma ne c’hellomp ket gouzanv ar zec’hed, penaoz e c’hellimp-ni gouzanv tan ar purkator ? »
He zentidigez, he zousder, ha dreist holl he humilite, a ioa par d’he spered a binijenn ma n’oant ket treac’h zoken. Klask a rea bepred al labouriou distera, hag he blijadur oa mont da gesta dre ar ruiou a ioa muia darempredet e Veniz, enn esper e vije great goab anezhan gant unan bennag. Evit maga ann holl vertuziou-ze enn he ene, ne ehane da bedi, hag a greiz he bedenn e veze aliez douget a spered betek ann env.
Ar pab Eujeen IV o veza he joazet evit beza eskop enn he vro, ar Zant a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit pellaat ar garg-se diouthan ; mes senti a renkaz erfin. Hogen, eur vech eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva. He arrebeuri, he vele, he voued a oue ato ken dister ha biskoaz.
Ne felle d’ezhan kaout var he dro nemed eunn nebeut servicherien, abalamour, emezhan, m’en doa kalz bugale, da lavaret eo, kalz peorien da vaga. N’euz fors piou a iea d’he c’houlenn a veze digemeret gant karantez, ha pourvei a rea da ezommou ann holl evel eunn tad leun a vadelez.
Pa n’en deveze mui a arc’hant he-unan, ec’h ampreste evit ober aluzenn. Var he Zalver Jezuz e kounte, emezhan, evit paea he zle. Hag, evit guir, Providans Doue a zigasaz arc’hant d’ezhan meur a vech euz al leac’h n’edo ket o c’hortoz ha d’ar mare ma sonje nebeuta.
Sant Lorans a zavaz eur maread kouenchou evit ar merc’hed enn he eskopti. Mes ar pez a glaske dreist peb tra oa diarbenn ann dizursiou, ha lamet ar giziou fall a ioa en em zilet ken etouez ann dud fidel, ken etouez ann dud a iliz. Ne espernaz evit kement-se nag he boan, nag he amzer, hag evelse e veritaz beza hanvet Gloar ann Eskibien gant ar pab Eujeen IV.
Eur blavez, epad m-edo oc’h offerenna da noz ar pelgent, en devoue ann eur da velet Jezuz-Krist dindan furm eur bugel hag a ioa koant evel ann deiz. Doue a roaz d’ezhan ive ann donezoun a viraklou, ha dre he bedennou hebken e paree ar re glanv, ha e lakea ann drouk-spered da gemeret ann teac’h.
Erfin e kouezaz klanv he unan, hag he zervicherien o doa c’hoant da ober d’ezhan chench guele ; rak gouzout a reant e kouske ato var ar c’halet. Mes ar Zant a respountaz : « — Petra, emezhan, va Zalver a zo maro var ar groaz, hag eur pec’her eveldon-me a varvfe var ar plun ! »
Oc’h ho guelet o vouela enn dro d’ezhan, e lavaraz d’ezho adarre : « — Ar c’haera deiz euz va buez ne dle beza evit den eunn devez a ganv. » Goudeze e lavaraz c’hoaz, enn eur drei he zaoulagad etrezek ann env : « — Mont a rann davedhoc’h, o va Jezuz, » ha kerkent e tremenaz e peoc’h d’ann 8 a viz genver euz ar bloaz 1455, oajet a drizek vloaz ha tri-ugent. He gorf a oue lezet daou viz heb he enterri, hag epad ann amzer-ze e chomaz bepred ker fresk ha pa vije beo. He c’houel a vez great d’ar bemp a viz guengolo abalamour ma oue sakret eskop da genver ann deiz-ma.
Lorans Justinian a ziskouezaz enn he vugaleach eur furnez dreist he oad, ha goudeze e oue eur manac’h hag eunn eskop santel. Eur blantenn iaouank, hag hi ehun, a ia ato var vellaat eur vech m’e deuz great he griziou. Er c’hountrol, eur vezenn hag a zo bet lezet da gemeret eur pleg fall a viro ar pleg-se keit ha ma pado. Kentel gaer evit ar vugale, ha kentel gaer ive evit ann tadou hag ar mammou ! Ar vugale a dle kemeret abred eur pleg mad, hag ho zud a dle hen rei d’ezho, ha pa ve red poania kalz evit kement-se.
ertin a ioa ganet e kear Konstans er Suis, hag a zeskaz
a-vihanik karet ar vertuz ha disprijout ar bed.
Iaouank-flamm oa c’hoaz pa’z eaz da gouent Lukseuill
asambles gant daou vignoun hag a ioa ho hano Mommolin
hag Ebertram. C’hoant en doa da gerzet var roudou
sant Omer, he genderv, a ioa eat di enn he raok.
Er gouent-se e reat skol d’ann ampoent var gement tra a zell oc’h ar relijion, hag heb dale Bertin hag he zaou vignoun a deuaz da veza habil-braz var ar skianchou sakr, evel ma’z oa dija sant Omer. Mes aketuz oant ive da zantifia ho studi dre ar bedenn ; rak ne glaskent nemed plijout da Zoue e peb tra.
Etre daou, sant Omer a oue hanvet da eskop e Terouann, hag a benn daou vloaz goude, abad Lukseuill a gasaz d’ezhan Bertin, Mommolin hag Ebertram, evit he zikour da c’hounit tud ar vro-ze da feiz Jezuz-Krist. Guir eo, ann Aviel a ioa bet prezeget eno guech all ; mes ann anaoudegez anezhan n’oa ket eat doun er sperejou, ha tost kant vloaz a ioa m’oa ankounac’heat.
Ne c’houfe den lavaret pegement a boan o devoue ann tri visioner o lakaat eur bobl, hag a ioa hanter-c’houez, da zilezel servich he idolou ha da guitaat he vuez fall. Goulskoude Doue a vennigaz ho labour, ha bez’o devoue erfin ann eur da zastum eunn eost puill a eneou enn eur vro ha n’oa ket doareet da zougen kalz a frouez.
Bertin hag he zaou goumpagnoun a zavaz eur gouent evitho var eur menez, ha Mommolin a oue lakeat da zuperior abalamour m’oa ar c’hosa. Mes, a benn nebeut bloaveziou, ar gouent-se ne oa mui braz aoualc’h evit loja ar re a deue da c’houlenn beza resevet ennhi. Savet e oue eta eur gouent all, eul leo ac’hano, enn eur plas hanvet Sithieu, ha Bertin a oue choazet evit beza superior ar gouent nevez-ma.
Heb dale e oue guelet eno kant hanter-kant manac’h, ha betek daou c’hant zoken. Bertin a zalc’he eunn urs kaer enn ho zouez ; mes ive bez’ez oa he-unan evitho eur skouer a bep seurt vertuziou. Miret a reant a boent da boent ar reolenn a vuez roet gant sant Kolomban d’he ziskibien. Ne zebrent nemed bara ha louzeier glaz, pe griziou poazet enn dour, ha ne event morse a vin.
Rannet oant e meur a rumm evit gellout kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue, ha peb rumm a iea d’he dro d’ann iliz evit ann dra-ze. Ar re all a veze o labourat ; mes enn eur labourat ne ehanent ket da bedi ken nebeut. Goulskoude ho labour a ioa tenn meurbed, hag eunn eston eo sonjal er basianted o deuz renket da gaout evit ober douar mad euz ar guerniou hag euz ann toullou-lagenn a ioa kent var dro Sithieu.
Goude beza gouarnet ar gouent-se epad seiz vloaz hag hanter-kant, sant Bertin a roaz ann dilez euz he garg, hag a lakeaz eunn all da abad enn he blas. Divar neuze e tremene he holl amzer enn eur chapelik en doa savet enn henor d’ar Verc’hez e kichen ar vered. O c’houzout erfin e tostea he heur diveza, ec’h asamblaz he venac’h enn dro d’ezhan, ha goude beza lavaret d’ezho chom el leac’h ma edont ha kendelc’her da zervicha Doue evel a reant, e varvaz e peoc’h d’ann 9 a viz guengolo euz ar bloaz 709, oajet a ouspenn kant vloaz.
Ann holl n’int ket galvet gant Doue da guitaat ar bed ha da vont d’ar gouent ; mes ann holl a dle labourat d’en em zantifia ha da zavetei ho ene, enn eur ren, peb hini enn he stad, eur vuez e guirionez kristen. Hag evelse eo a rit-hu ? Ha poania a rit-hu e guirionez da drec’hi hoc’h ioulou fall ha da bellaat dioc’h ar pec’hed ha dioc’h kement tra a zoug d’ar pec’hed ? Ma ne rit ket, n’emaoc’h ket var hent ar baradoz, ha ma n’emaoc’h ket var hent ar baradoz, diouallit !... Ann hent all eo hent ann ifern ; rak n’euz nemed daou hent evit ann den er bed-ma. Hervez ann hini o pezo heuliet epad ho puez c’hui a gavo, d’hoc’h heur diveza, euruzdet pe boaniou nag a bado da viken.
r zantez-ma a ioa ganet e kear Aliz er Bourgogn, a
dud a lignez huel. He zad hag he mamm a ioa paianed
ho daou ; mes he mamm a varvaz enn eur lakaat
anezhi er bed, hag ar vaouez a oue klasket d’he maga a
ioa kristenez, hag eur gristenez vad. Houma he c’helennaz
abred var guirioneziou ar feiz, ha d’ann oad a nao
bloaz e oue badezet heb gouzout dare d’he zad. Divar
neuze Ren n’e devoue mui ken ioul nemed da blijout da
Jezuz-Krist, ha prest goude e reaz he zonj da jom bepred
guerc’hez.
Etre daou, Olibrius, gouarner Frans d’ann ampoent, a ieaz da ober eur bale da Aliz. Eno en devoue tro da velet Ren e ti he zad, a ioa he hano Klemant, ha raktal e sonjaz he goulenn da bried. Klemant a oue foug ennhan o klevet ar goulenn-ma hag a asantaz dioc’htu. Goulskoude, o veza ma renke ar gouarner mont d’ann Allemagn, Klemant hag hen en em glevaz da c’hortoz eur pennad abarz ober ann eured.
Epad ann amzer-ze, Klemant a dlie ive obten asant he verc’h. Mes, kerkent ha ma oue toullet kaoz d’ezhi, Ren a respountaz grons n’e devije biken ken pried nemed Jezuz-Krist. He zad n’he lezaz ket da lavaret hirroc’h : kement a zrouk a ioa ennhan o velet oa kristenez he verc’h ma reaz he frizounia var ann heur enn eunn dourell euz he vaner, gant eur c’helc’h houarn enn dro d’he c’horf hag eur jadenn a bep tu evithe delc’her stag ouz ar mogeriou.
Olibrius, o veza distroet euz ann Allemagn, n’oa ket evit kredi ar pez a oue kountet d’ezhan divar benn Ren. Pedi a eure he zad da zigas anezhi dirazhan, ha pa oue erruet, ec’h eseaz da genta he gounit dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. Mes ar gristenez kalounek ne reaz van evit he glevet, hag a zalc’he mad ato d’he feiz ha d’ar bromesa e devoa great d’he Zalver Jezuz.
Neuze ar garantez en doa ar gouarner evithi a droaz enn eur gounnar direiz. Rei a eure urs d’he diviska enn noaz ha da zispenn he c’horf epad div heur, da genta a daoliou fouet, ha goudeze gant ivinou houarn. Goad ar Zantez a boullade var ann douar ; mes hi a veule Doue, hag a ioa bepred kel laouen ma’z oa mantret he bourrevien. Olibrius he-unan en devoue mez o veza ker kriz e kenver eur plac’h ker iaouank, rak Ren ne oa c’hoaz nemed seitek vloaz, hag a lavaraz erfin ehana hag he c’has d’ar prizoun.
A veac’h oa erruet eno, ha serret ann or varnhi, ma’c’h en em roaz da gousket. Hogen, epad he c’housk, e velaz eur groaz vraz-vraz, hag e beg ar groaz-se eur goulm hag a ziskleriaz d’ezhi e resevche antronoz kurunenn ar verzerenti. Ar c’helou-ma a reaz kement a blijadur d’he c’haloun ma tihunaz enn eunn taol kount ; mes peger souezet ne oue-hi ket pa remerkaz oa he c’horf ker iac’h ha ken dibistig ha biskoaz !
Ar gouarner, o veza klevet petra ioa c’hoarvezet, a gemeraz ar burzud-se evit eunn taol maji pe eunn taol sorzerez, hag a ieaz muioc’h-mui enn egar. Ordren a eure staga ar Zantez ouz eur peul, he divreac’h astennet e kroaz, ha devi d’ezhi he stomok hag he c’hosteziou gant goulou var elum. Goudeze e lavaraz souba anezhi enn eur veoliad dour ien. Mes a veac’h oa diskennet er veol ma pareaz adarre el leac’h m’oa bet poazet gant ar goulou, hag ar goulm e devoa guelet dija dre he c’housk er prizoun a deuaz da blava var he fenn. Er memes amzer ann douar a grenaz, ar gurun a grozaz, hag euz a greiz ar c’hoabr gour-zigor e oue klevet eur vouez o lavaret : « — Deuit, Ren, deuit da reseo ar gurunenn a zo dleet d’ho nerz-kaloun ha d’ho vertuziou. »
Ar mirakl nevez-ma a reaz da eur maread paianed anaout raktal ar virionez euz ar relijion gristen. Mes Olibrius a jomaz bepred aheurtet, ha gant aoun na zavche ar bobl enn he enep, e roaz urs da zibenna ar Zantez. He merzerenti gloriuz a erruaz er bloaz 253 goude donedigez hor Zalver.
Magerez Ren a gelennaz anezhi abred var guirioneziou ar feiz. Pa
vez red kas, eur c’hrouadur d’ar marti, e renker teuler evez da be leac’h
he gas, n’e ket hebken abalamour d’ar c’henteliou a c’hell he vagerez
da rei d’ezhan pa deui da gaout eunn tammik skiant, mes evit eur rezoun
ali c’hoaz. Peurvuia ar vugale a zun techou fall ho magerez asambles
gant he leaz. Evelse, mar d-eo ar vagerez techet da eva, ar
c’hrouadur maget ganthi a vezo ive. Mar renkit eta, mammou kristen,
klask eur vagerez d’ho pugale, choazit-hi etre kant ha mil. Mar renkit,
a lavarann ; rak, mar gellit maga hoc’h-unan ho pugale, eo eunn dever
evidhoc’h hen ober.
a genver ann deiz-ma, ann Iliz a lavar d’ar Verc’hez
enn he offis : « — Ho kinivelez, o Guerc’hez mamm
da Zoue, a zo bet eur c’helou a joa evit ar bed holl ;
rak ac’hanoc’h-hu eo ganet ann heol a justis, Jezuz-Krist,
hor Zalver, ann hini en deuz lamet divarnomp
ar valloz ha skuillet ar vennoz enn he flas, ann hini a
zo bet treac’h d’ar maro hag en deuz gounezet d’eomp
evelse ar vuez a bado da viken. »
Evit guir, ar Verc’hez o tont er bed a roe da anaout oa prest ann Env d’en em unani gant ann douar hag edo adarre doriou ar baradoz o vont da zigeri evit bugale Adam. Bez’ez oa ar verelaouenn a verke oa erru erfin ann amzer a c’hras, a drugarez hag a bardoun, a c’hortozet abaoue tost da bevar mil bloaz. Digas a rea eta ganthi joa hag esperans evit ann holl, evit ar bec’herien kouls hag evit ann dud just, ha setu perak ive, n’euz fors piou e vemp, ar gouel-ma a dle beza evidomp eunn devez a joa hag a laouenedigez, p’e guir ez eo devez ginivelez mamm hon Doue hag hor mamm hon-unan. Rak mamm Jezuz a zo ive mamm d’eomp holl ; ha n’e ket hebken hor mamm eo, mes bez’ez eo c’hoaz hor patrounez hag hon alvokadez gallouduz dirak he Mab.
Ar Verc’hez Vari a c’hanaz e kear Nazareth, tregont leo diouz Jerusalem, er bloaz 3988 abaoue m’oa krouet ar bed. Sant Joachim, he zad, ha santez Anna, he mamm, oa ann daou zen santela euz ho amzer. Petra bennag n’oant ket pinvidik, e tiskennent ho daou a lignez huel, rak sant Joachim a ioa euz a lignez ar roue David, santez Anna euz a lignez ar belek braz Aaron. Evelse, goad ar rouaned ha goad ar veleien euz al lezenn goz a ioa kemmesket e goazied ann hini a dlie beza mamm d’ar Roue ha d’ar Belek a zo bet hag a vezo euz a viskoaz da virviken.
Ar Verc’hez a oue douget d’ann templ, d’ann deiz merket el lezenn, hag eno e oue roet d’ezhi ann hano a Vari, hano hag a zinifi Rouanez, Introun ha Steredenn. Sant Ambroaz ha sant Bernard a lavar e oue roet ann hano-ze d’ezhi a berz Doue, evel ar guella evit diskouez n’e doa ket he far etouez ar grouadurien.
« Mari, eme zant Bernard, a zo eur steredenn gaer ha lugernuz savet azioc’h mor braz ar bed-ma ; ma ne fell ket d’ehoc’h mont da goll, dalc’hit mad ato da zellet ouz ar steredenn-ze. Ma teu avel ann dentasion da c’houeza var hoc’h ene, mar d-emaoc’h enn drubuill hag er spount evel martoloded e kreiz ar c’herrek, sellit ouz ar Steredenn, galvit Mari d’ho sikour. Mar d-eo ann ourgouill, pe ann avi, pe ar c’hoant drouk-prezeg, pe eur goall ioul all bennag a glask gounit ho kaloun, sellit ouz ar Steredenn, galvit Mari d’ho sikour. Mar d-oc’h prest da goueza enn dizesper o velet ar grevuzded euz ho pec’hejou, sonjit enn hano a Vari. Enn hoc’h ankeniou, enn ho touetansou, ha bep vech ma’c’h en em gavot enn eur riskl bennag, goulennit sikour digant ann hano-ze. Oc’h heul Mari ne faziot ket, hag oc’h he fedi ne gollot ket a fizians.
Ma’c’h en em lezit da veza henchet ha renet ganthi, n’o pezo ket a ezomm da gaout aoun rak netra, ha gant he zikour e vezo eaz d’ehoc’h erruout enn termen euz ho peach. »
Goude ann hano a Jezuz, n’euz hano ebed hag a ve ken dous, ker
kaer, ker gallouduz hag ann hano a Vari. Ah ! pegen euruz e vemp-ni
mar gellfemp mervel enn eur lavaret ann daou hano santel ha benniget-se !
Ann hano a Vari, a lavar c’hoaz sant Bernard, a gresk esperans
ar pec’her ha devosion ann den just. « Pa lavarann ann hano a Vari,
emezhan, e sonjann ez eo hano mamm Doue hag hano va mamm-me
ive. Sonjal a rann em euz eunn alvokadez dirak va Zalver, hag
eunn difennourez dirak va barner, ha neuze va c’haloun a deu da
deneraat e kenver eur vamm ker karantezuz. Jezuz ha Mari, setu ar
pez a lavaro c’hoaz va c’haloun pa ne c’hellinn mui finval va zeod,
na betek va huanad diveza ann daou hano sakr-se a vezo evidon
hanoiou a fizians, a vennoz hag a zilvidigez. »
orgoon a ioa offiser e palez ann impalaer Dioklesian.
Gant sikour eunn offiser all, he hano Dorothee, oa
deuet a benn da c’hounit da Jezuz-Krist holl offiserien
ar palez, ha goulskoude na Dorothee nag hen n’o doa
c’hoaz diskouezet d’ann impalaer e vijent kristenien.
Eunn devez Dioklesian a reaz sevel he dron enn eur zal vraz, ha digas dirazhan ann dud fidel a ioa er prizouniou, evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz. Mes, e leac’h senti ouz ann impalaer, ann dud fidel-ze en em lakeaz holl da gana : « — Doueou ar baianed ne d-int nemed drouk-sperejou ; n’euz ken Doue nemed ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar. »
Dioklesian a ieaz enn egar o klevet kement all, hag a roaz urs raktal da zispenn korf ar gristenien kalounek gant fouetou ploumm pe ivinou houarn, Unan anezho a oue bourrevet muioc’h eged ar re all abalamour m’en doa doare da ober muioc’h a c’hoab euz ann impalaer. O velet ann dra-ma, Gorgoon ha Dorothee a zonjaz oa deuet ar mare evitho d’en em ziskouez evit ar pez ma’z oant, ha setu hi ha lavaret da Zioklesian : « Impalaer, emezho, ni a virit ive ar zetans oc’h euz douget a enep ann den-ze ; rak he feiz a zo ive hor feiz-ni, ann Doue a zervich, ni her servich eveldhan. »
Dioklesian a jomaz mantret o klevet ar c’homzou-ma.
Klask a eure da genta deseo Gorgoon ha Dorothee dre bromesaou kaer ; mes ann daou offiser a respountaz grons ne adorjent biken ann idolou, ha pa vije roet d’ezho holl denzoriou ann douar. Neuze ann impalaer a ordrenaz ho zeuler enn eur prizoun tenval, karget a jadennou.
Antronoz ho galvaz dirazhan adarre, hag e lavaraz dezho : « — Mar kirit senti ouzinn, me roio d’ehoc’h ar renk kenta etouez va offiserien. A hent all, n’oc’h euz da c’hortoz nemed eur maro kriz ha mezuz. » Kerkent Gorgoon a respountaz evithan he-unan hag evit Dorothee : « — Jezuz-Krist hor c’hennerzo dre he c’hras ; grit eta bolontez ho tad, mab ann diaoul ma’z oc’h.»
Raktal Dioklesian a reaz ho skourjeza enn eur feson didruez ken na oue distag ar c’hroc’henn dioc’h ho c’horf, ha goudeze e lavaraz skuill var ho gouliou guinegr ha c’hoalenn kemmesket enn eunn douez. Mes epad ann amzer-ze ann daou verzer a ioa bepred laouen evel ann heol, ha ne ehanent da veuli Doue.
Ann dra-ma a lakea ar vourrevien da egari goasoc’h-goaz, ha setu hi, goude beza kemeret kuzul ann eil digant egile, hag astenn Gorgoon ha Dorothee var eur c’hrill hag a ioa glaou beo dindanhi, evit rosta ho c’horf a nebeudou evel m’oa bet rostet korf sant Lorans. Mes ann daou offiser kristen a ioa eno egiz pa vijent bet var eur guele roz, hag a gendalc’he da veuli. Doue, enn eur lavaret : « — Ni ho trugareka, Aotrou holl-c’halloudek, abalamour m’oc’h euz hor c’havet din da c’houzanv eunn dra bennag dre garantez evidhoc’h. Ar moged a zao diouzomp varzu ennhoc’h a obteno d’eomp, ni a esper, ar pardoun euz hor pec’hejou, hag ar c’hras da gaout eur plas enn ho paradoz e kichen ho merzerien fidel. »
Abarz ar fin, ann impalaer Dioklesian, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezho, ho c’houndaonaz da veza mouget. Ar vourrevien eta ho c’hasaz gantho d’al leac’h merket evit kement-se, hag ho lakeaz d’ar maro enn eur deuler eul las-kroug enn dro d’ho gouzoug. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 304. Ann dud fidel a enterraz ho c’horfou gant respet, ha divezatoc’h ho relegou a oue digaset da Rom ; rak e Nikomedii eo e ouent lakeat d’ar maro.
Ann daou zant-ma a jomaz pell e palez ann impalaer Dioklesian heb diskouez d’ezhan oant kristenien. Evelse, eunn den, hag a zo e servich eur prins pe eur c’houarnamant hag a ra brezel d’ar relijion, a c’hell ober he zevosionou e kuz ha delc’her he blas keit ha ma ne vezo goulennet diganthan netra kountrol d’ar feiz pe gountrol d’he goustians. Mes kerkent ha ma vezo goulennet diganthan eunn dra bennag kountrol d’ar feiz pe gountrol d’he goustians, pe hebken eunn dra bennag hag a c’hellfe rei da gredi e kemer perz e-unan er vrezel a ra ar prins pe ar chouarnamant d’ar relijion, ann den-ze a dle en em ziskouez ha lavaret nann, e riskl da denna varnhan droulans ar prins pe ar c’houarnamant. Pec’hed eo ato asanti gant ar re a ra brezel d’ar relijion, pe ober ann neuz hebken da asanti gantho, abalamour ann dra-ma a ve rei skouer fall d’ann nesa. Red eo, eme ann abostol sant Paol, en em viret zoken dioc’h kement tra en deuz liou ar pec’hed, dioc’h Kement tra en deuz evit ar re all doare da veza pec’hed.
r zant-ma a zo leshanvet Tolantin euz a hano ar gear
el leac’h ma tremenaz ann darn vrasa euz he amzer
hag el leac’h ma’c’h echuaz he vuez. Mes n’e ket eno oa
ganet. He dad hag he vamm a ioa o chom enn eur bourg
bihan tost da gear Fermo. Tud a zoujans Doue oant ho
daou ; mes n’o doa ket a vugale, hag ann dra-ze a rea
poan d’ezho. Eunn devez, he vamm a lakeaz enn he
fenn mont da bardouna da japel sant Nikolas, eskop
Mir, evit pedi ar zant-ma da obten evithi digant Doue
ar c’hras da gaout eur c’hrouadur.
Raktal setu hi enn hent asambles gant he goaz. Hogen, ann daou bried a ioa ker skuiz pa errujont er chapel ma’c’h en em rojont da gousket eharz ann aoter. Mes sant Nikolas en em ziskouezaz d’ezho dre ho c’housk enn eur lavaret o devije ho goulenn. Evit guir, er bloaz varlerc’h o devoue eur mab hag a oue hanvet gantho Nikolas dre anaoudegez vad.
Nikolas a ioa dija eur zantik enn he vugaleach, hag ann dra-ze n’e ket souez ; rak ne vele dirazhan, euz a berz he dad hag he vamm, nemed skoueriou a zantelez. O veza klevet lavaret e iune he zant patroun teir guech er zizun d’ar mare ma’z oa c’hoaz bihanik, e falvezaz d’ezhan obar eveldhan azalek ann oad a zeiz vloaz. Diskouez a reaz ive abred eunn devosion dener evit Jezuz ha Mari, ha pa veze enn iliz oa henvel ouz eunn eal. He dal a lugerne pa veze o respount ann offerenn, ha d’ar gorreou ann daelou a rede puill euz he zaoulagad.
Eunn devez, e klevaz eur manac’h eus a Urs sant Aogustin o prezeg var ann disprij a dleer da gaout evit ar bed, ha kerkent e savaz c’hoant ganthan d’en em denna enn eur gouent euz ann Urs-se. Resevet e oue, goude beza bet kounje digant he dad hag he vamm, hag abarz nemeur e oue treac’h d’ann holl venac’h all dre he humilite, he basianted, he garantez evit he nesa hag he spered a binijenn.
Enn dro d’he gorf e touge bepred eur c’houriz houarn, tachouigou lemm ennhi ; kousket a rea ato var an douar noaz gant eur mean hebken dindan he benn, ha ne zebre nemed bara groz ha griziou louzou. Eunn droiad, he zuperior a ordrenaz d’ezhan dibri eunn tamm kig abalamour n’oa ket iac’h. Senti a eure ; mes goudeze e c’houlennaz enn eur vouela ma vije lezet da ober vijil adarre, ha lezet e oue.
Nikolas a oue beleget pa oue deuet enn oad, ha gras ar velegiach a roaz choaz muioc’h a lufr d’he vertuz ha d’he zantelez. Divar neuze e prezege bemdez, kouls lavaret, ha ne c’houfe den niveri ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Ober a rea ive katekiz d’ar vugale, hag eur maread tud a veze ganthan o kovez. Ann nemorant euz he amzer a dremene o pedi hag o vedita.
Doue a zigasaz d’ezhan kalz klenvejou. Hogen, n’en doa ken louzou oc’h he boan nemed ar zonj euz a basion hor Zalver. Eunn devez m’en em gave semploc’h eged ann ordinal, e kredaz edo o vont da vervel, hag e oue strafillet-holl gant ar spount rak barnedigez Doue. Mes goulenn a eure sikour digant ar Verc’hez, ha ker buhan e teuaz adarre ar peoc’h enn he spered hag ar fizians en he galoun.
Epad c’houec’h miz araok he varo, en devoue ann eur
da glevet bemnoz ann elez o kana enn eur feson dudiuz,
hag ann tanva-ma euz a joauzded ar baradoz a rea d’ezhan
lavaret aliez evel ann abostol sant Paol : « — Mall am
euz da vervel ha da veza gant Jezuz-Krist. »
Diskleria a eure erfin d’he Vreudeur pe da zeiz e varvche, hag ann deiz-se a oue ann dek a viz guengolo euz ar bloaz 1308 pe 1309. Ar pab Eujeen IV hen lakeaz var roll ar Zent er bloaz 1446.
Da genta. — Ar galoun e deuz tanveat eur vech plijadureziou ann env, ne gav mui a vlaz gant plijadureziou ann douar.
D’ann eil. — Pa garer Doue ervad, e leverer : « Seul-vui a boan, seul-vell. »
D’ann trede. — Evit ann nep a zonj e passion Jezuz-Krist n’ez euz poan ebed hag a ve e guirionez poan.
D’ar pevare. — Pegen talvouduz eo implija mad ann distera tamm amzer a ro Doue d’eomp pa c’hellomp gant ann tamm amzer-ze gounit eur c’hloar hag a bado da viken !
e c’houezer ket e pe leac’h oa ganet ar zant-ma, na
petra oa bet araok beza hanvet da eskop. Mes ar
choaz a oue great anezhan evit gouarn iliz Lion a ziskouez
aoualc’h n’oa ket eunn den ordinal. Evit guir,
bez’en devoa ann holl vertuziou a renk eunn eskop da
gaout evit ober mad he zever ; mes ar pez a remerket
ennhan dreist peb tra oa he garantez evit ann dud paour.
D’ar mare-ze, e oue eur gernez vraz er Bourgogn hag er broiou divar dro, hag ar pez a ioa kaoz oa ar Gothed. Ar re-ma a ioa saillet var ar broiou-ze gant eunn arme, hag o doa devet ann ed var ho gar dre ma tremenent. Ann eost o veza manket neat evelse, ann dud keiz n’o devoa petra da zibri hag a ioa e riskl da vervel holl gant ann naoun. Mes Pasiant en devoue truez outho, hag a lakeaz digas ed euz ar broiou all divar he goust he-unan.
Sevel a eure magajennou hed ann diou ster a reer ar Rhoon hag ar Saoon anezho, ha goude beza karget ar magajennou-ze a c’hreun prenet ganthan, e roe ar greun-ma evit netra da gement hini en deveze ezomm, n’e ket hebken e kear hag enn eskopti Lion, mes enn holl geariou all a ioa etre Lion ha Marseill.
Ne c’houfe den lavaret da bed kant ha da bed mil e saveteaz ho buez dre he largentez ; rak kas a reaz ive aluzennou da beorien ann Aovergn hag ann Akiteen, hag evelse e oue e guirionez evit ar Frans ar pez m’oa bet Joseph guech all evit ann Ejipt.
E kreiz he oberiou a drugarez, Pasiant ne ankounac’hea ket ann eneou a ioa enn he garg. D’ann ampoent-se, ez oa eur maread heretiked enn eskopti Lion ; mes ar Zant a c’hounezaz kalz anezho d’ar guir feiz, ken dre nerz he brezegennou, ken dre he zousder enn ho c’henver. Evit maga ann devosion etouez ann dud fidel, e lakeaz rapari ann ilizou a ioa fall dija, ha sevel renevez el leac’h ma veze ezomm.
Pasiant a roe leinou braz avechou enn he di, mes he-unan e rea pinijenn. Roue ha rouanez ar Bourgogn a ioa neuze o chom e Lion, hag a ioa souezet o velet pegen nebeut e tebre ha pegement e kastize he gorf dre ar iun. Er bloaz 475, ez eaz da gonsil Arles, el leac’h ma oue remerket he spered lemm hag he skiant, hag er bloaz 491 e varvaz leun a veritou, goude beza gouarnet iliz Lion epad pevar bloaz var ’nn ugent.
« Guelloc’h eo ober aluzenn, eme ar Skritur Sakr, eget dastum berniou aour hag arc’hant. » « — Beza zo tud, eme levr ar Proverbou, hag a ro lod d’ar re all euz ar pez o deuz, hag ho danvez ne ra nemed kreski ; ha beza zo tud, er c’hountrol, hag a gemer tra ar re all, hag a jom ato paour. » Setu perak Tobias a lavare d’he vab : « Grit aluzenn gant ho tanvez, ha ne zistroit ket ho taoulagad divar ar paour, evit na deui ket Doue da zistrei he re divarnhoc’h. Mar oc’h euz kalz, roit kalz ; mar oc’h euz nebeut, roit a galoun vad euz ann nebeut oc’h euz. » Kemerit ar c’homzou-ze evel pa vent bet lavaret d’oc’h hoc’h-unan. N’eo ket hebken lavariou hag oberou ann amzer goz eo a zeu d’hor c’helenn var gement-ma. A dost d’eomp e kavomp ive kenteliou euz ar re gaera.
Epad ar gernez a oue er beg douar-ma d’ar bloavez mil seiz kant daou-ugent, eunn den a Iliz euz eskopti Kerne, goude beza roet d’ar beorien kement en doa, a brenaz var dermen eur c’halz ed evit sikour ann dud ezommek. D’ar memez mare, eunn ozac’h pinvidik euz eskopti Leon, ouspenn ma roe aluzenn d’ar re a deu da glask, a iea he-unan a gear da gear gant eur zamm vara var eur penn kezek evit maga ar beorien mezek n’o doa ket hardisegez da astenn ho dourn. Setu aze petra ra ar c’hristen en deuz guir garantez evit he nesa.
r zant-ma a ioa ganet e bourg Anderlek, tost da gear
Bruseell er Beljik, hag abalamour daze e oue leshanvet
Paour Anderlek. He dad hag he vamm a ioa tud
euz ar renk izela hervez ar bed. Mes, o veza m’edo doujans
Doue enn ho c’haloun, ne espernjont nag ho foan,
nag ho amzer, evit kelenn ervad ho c’hrouadur, p’e guir
ne c’hellent ket he gas d’ar skol. Deski a rejont d’ezhan
abred karet Doue hag ar Verc’hez, ha kaout heuz ouz ar
pec’hed.
Ho foan ne oue ket poan gollet, ha dre ma kreske Gi enn oad, e kreske ive he furnez hag he zevosion. Bep vech ma c’helle tec’het dioc’h he dud, e rede d’ann iliz da lavaret he Bater. A hent all, ec’h en em blije enn he stad paour abalamour Jezuz-Krist he-unan hag ann Ebestel o deuz bevet er stad-se. Leun oa a respet evit ar re binvidik ; mes n’en doa tamm avi ebed ouz ho danvez. Ann istim en devoa evit ar baourentez a rea d’ezhan ive karet ar beorien all, ha petra bennag n’en doa ket ato aoualc’h evithan he-unan, e roe d’ezho lod euz ann nebeut en devoa, hag avechou zoken ez ea da glask evitho.
Eunn devez m’edo o pedi enn iliz Laeken, eunn hanter-leo dioc’h Bruseell, persoun ar barrez-se a oue souezet o velet peger kalounek e pede. He c’helver a eure d’ar sekreteri, ha goude beza kaozeet ganthan eur pennadik, ec’h anavezaz raktal oa eat dija lark var hent ar zantelez, petra bennag ne oa c’hoaz nemed pemzek vloaz. Abarz ar fin e kinnigaz d’ezhan chom eno da gloc’her, rak n’oa kloc’her ebed d’ann ampoent, ha Gi a jomaz dioc’htu : eunn dudi oa evithan sonjal e vije bepred var dro ti ann Aotrou Doue.
Al labour en doa da ober oa skuba ann iliz, sini ar c’hleier, respount ann offerennou, renka ar bokedou var ann aoteriou, ha delc’her peb tra enn urs er sekreteri. Hogen, biskoaz kloc’her ne reaz guelloc’h eunn hevelep labour. Gi ne roe ket a amzer d’ar boultrenn da staga e nep leac’h, na d’ar c’hinid da steui ho guiad, ken aketuz oa d’ho c’has kuit kerkent ha m’ho remerke. Evelse, ma n’oa ket peb tra kaer ha skeduz enn iliz Laeken, da vihana peb tra a veze ato neat ha kempenn.
Ar c’hloc’her devot-ma ne ziskuize dioc’h he labour nemed oc’h en em deuler d’ann daoulin dirak eunn aoter bennag pe dirak imach ar Verc’hez, hag aliez e tremene darn euz ann noz o vedita. Mes gant ann dra-ze oa bepred humbl ha Jaouen e kenver ar re o deveze ezomm da gomz outhan, ha setu perak oa karet hag istimet gant ann holl.
He c’hounidegez n’oa ket braz ; mes, o veza m’oa boaz da iun ha da veva gant nebeut a dra, e c’helle c’hoaz rei kalz sikour d’ar beorien. O velet pegen troet oa da ober aluzenn, eur marc’hadour euz a Vruseell hen aliaz da vont daou-hanter ganthan var he gommers, var digarez ma c’hounezche muioc’h evelse ha ma c’hellje ive dre eno ober muioc’h a vad d’ar paour. Gi en em lezaz da veza touellet, ha setu hen ha kuitaat he blas, heb goulenn kuzul digant den, evit heul ar marc’hadour. Mes ne zaleaz ket da anaout oa kouezet enn eur roued stegnet dirazhan gant ann drouk-spered.
Eul lestr, karget a varc’hadourez hag en doa he lod ennho, a oue kollet marc’hadourez hag all pa oa prest dija da erruout er porz. Raktal Gi a zigoraz he zaoulagad hag a velaz sklear oa faziet o chench micher euz he benn he-unan. Kement a geuz en devoue ma lakeaz enn he spered mont da bardouna da Rom ha da Jerusalem evit ober pinijenn euz he faot.
Seiz vloaz e oue oc’h ober he veach, ha p’edo o tistrei d’ar gear, ez eaz adarre var he giz evit ober koumpagnunez da eur chaloni a Anderlek a ioa en em gavet ganthan e Rom, hag en doa c’hoant ive da vizita ann Douar Santel. Ar chaloni-ze o veza marvet er Palestin, Gi a zigasaz he vizou d’he genvreudeur a Anderlek, ha divar neuze ar re-ma a zalc’haz ar Zant enn ho zervich. Mes ne vevaz mui pell goudeze, ha Doue her galvaz davethan d’ann 12 a viz guengolo euz ar bloaz 1012. Eur maread miraklou a c’hoarvezaz var he vez, ha divezatoc’h e oue savet eno eunn iliz gant arc’hant ar re a ioa bet pareet o tont di da bardouna.
Nag a dud a veler c’hoaz hirio o chench micher hag o vont divar ar meaz er c’heariou enn esper gounit muioc’h a arc’hant. Mes gant ann darn vuia anezho ec’h erru ive ar pez a erruaz gant sant Gi : e leac’h pinvidikaat, dont da veza paouroc’h eo a reont. Ouspenn-ze, aliez siouaz ! e kollont ho feiz, kaera tenzor o doa er bed-ma. Mar d-oc’h eta sur a vara enn ho micher, ha mar d-eo eaz d’ehoc’h ober ho silvidigez ennhi, ne d-it ket d’he zreki oc’h eunn all hag a c’hell ho lakaat da goueza er brasa dienez, ha beza kaoz d’ehoc’h d’en em zaoni.
aorill a ioa ganet enn Itali, hag a deuaz e Frans da
zeski gant sant Martin ar feson da erruot enn huela
pazenn euz ar zantelez. Sant Martin a roaz d’ezhan ann
Ursiou sakr, ha goudeze ec’h en em dennaz enn Anjou ;
eno e oue hanvet da bersoun e Chaloon. Divezatoc’h e
oue choazet evit beza eskop enn Anjer, hag ober a eure
he zever er garg-ma gant kement a aked hag a furnez
ma c’hounezaz kalounou ann holl.
Eunn devez, eur c’hreg a lakeaz he glask da vont da
rei ar gonfirmasion da eur mab d’ezhi hag a ioa goall
glanv. O veza m’edo neuze o lavaret he offerenn, ne
c’hellaz ket mont dioc’htu, hag etre daou ar c’hrouadur
a varvaz. Ann dra-ze a reaz kement a boan d’ezhan ma
lakeaz enn he benn n’oa ket din da veza eskop, ha setu
hen ha kuitaat Anjer dre guz evit tec’het da Vro-Zaoz.
Goulskoude, araok treuzi ar mor, e skrivaz he hano var eur garrek, hag eur vech el lestr e remerkaz en doa kaset ganthan alc’houeziou relegeier he iliz. Hogen, d’ann ampoent n’edo ket o sonjal, ann drouk-spered a lakeaz ann alc’houeziou-ze da goueza er mor, ha kerkent ar Zant a lavaraz enn eur vouela : « — Ma ne gavann ket va alc’houeziou, biken ne zistroinn da Anjer. »
Enn eur erruout e Bro-Zaoz, e viskaz dillad eunn devezour hag e c’houlennaz beza kemeret da jardiner e ti eunn dijentil euz ar vro. Kemeret e oue, ha Doue a vennigaz he labour enn eunn hevelep feson ma teue a bep seurt legumach enn he jardin.
Epad ann amzer-ze, tud a iliz ha tud fidel Anjer a ioa glac’haret-holl abalamour m’o doa kollet ho eskop. Kas a rejont pevar den d’he glask, hag ar re-ma a oue seiz vloaz o redet kement korn a ioa enn Europ, kouls lavaret ; mes, kaer o devoue, ne glevchont menek ebed anezhan e nep leac’h.
Evelato n’oant ket bet c’hoaz e Bro-Zaoz, he setu hi ha sonjal mont di ive. Epad m’edont enn aod o c’hortoz eul lestr, e lennjont ar c’homzou-ma var eur garrek : « Maorill, eskop Anjer, a zo tremenet dre ama er bloaz-m’ar bloaz ha d’ann deiz-m’ann deiz. » Ar gavadenn-ze a gargaz ho c’haloun a esperans, ha setu hi enn hent laouen-braz.
N’oant ket eat c’hoaz goall bell dioc’h ann douar pa lammaz eur pesk var bount al lestr enn eunn taol kount. Ar pevar beachour a oue souezet o velet kement all ; mes souezetoc’h e ouent c’hoaz o kaout e kof ar pesk-se alc’houeziou relegeier iliz Anjer. Da genta, o devoue aoun na vije kouezet ive ho eskop er mor ; mes enn noz varlerc’h eunn eal a lamaz ann nec’hamant-ma divar ho spered, ha pa ouent diskennet e Bro-Zaoz, ar memes eal ho c’hasaz var ehun da di ann dijentil el leac’h m’edo ar Zant.
Enn eur erruout er porz, e veljont Maorill eno, eur pakad legumach ganthan evit he vestr. Raktal ec’h en em strinjkchont d’he dreid enn eur bedi anezhan a dreuz ho daelou da zistrei d’he eskopti. Mes hen a respountaz, enn eur vouela eveldho, en doa touet var he le ne zistroje biken da Anjer nemed kaout a raje alc’houeziou ar relegeier en doa lezet da goueza er mor enn eur zont euz a Frans. Neuze ar pevar beachour a gountaz d’ezhan penaoz o doa kavet ann alc’houeziou-ze, hag ar Zant a anavezaz dioc’htu oa bolontez Doue e tistroje d’he eskopti.
Hogen, ne c’houfe den lavaret gant pebez henor ha pebez joa e oue digemeret enn Anjer ; ar bobl holl a ioa var zao evit saludi he dad hag he bastor, a ioa bet diank epad keit all a amzer. Goulskoude, maro ar c’hrouadur n’oa ket bet konfirmet, a ioa ato var spered Maorill, ha setu hen ha mont da bedi var bez ar c’hrouadur-ze. Goudeze e lakeaz he zigeri, ha kerkent, o burzud ! ar c’hrouadur a zavaz ac’hano leun a vuez. Ar Zant her c’honfirmaz raktal, hag ar c’hrouadur-ma a oue eskop var he lerc’h.
Tud Anjer a ioa kustumm d’en em zastum eur vech er bloaz, var eur garrek vraz ha ledan a ioa tost da gear, evit dansal, dibri hag eva ; mes Maorill a dorraz ar c’hiz fall-ze enn eur zevel eno eunn iliz enn henor d’ar Verc’hez. Mervel a reaz erfin d’ar seiz a viz guengolo euz ar bloaz 437, brudet dre he viraklou hag oajet a zek vloaz ha pevar-ugent.
Ar zant-ma a lakeaz enn he benn n’oa ket din da veza eskop abalamour
m’oa marvet eur c’hrouadur enn Anjer heb beza bet konfirmet.
Nag a vugale a varv hirio heb ar zakramant-se ! E meur a barrez euz
a Gerne edo ar c’hiz da lavaret n’euz ket c’hoaz pell, ma n’ema ket ato
zoken : « Ann divezata ar guella beza konfirmet. » Petra ! ann divezata
ar guella beza kristen parfet ! Ann divezata ar guella reseo ar Spered-Santel
gant he holl donezounou ! Ann divezata ar guella kaout nerz da
anzao ar feiz d’ann ampoent ma reer brezel d’ar relijion gant kement a
gounnar ! Mes red eo beza dall pe veza kollet peb skiant evit komz
evelse. Digorit eta ho taoulagad, tadou ha mammou, ha koumprenit
eo eunn dever evidhoc’h, hag eunn dever striz, kas ho pugale da gonfirmi
pa vezont enn oad, hag ho c’helenn pe lakaat ho c’helenn var ar
pez a renkont da c’houzout evit kement-se.
ann trede a viz mae, deiz gouel ar Groaz Kavet, on
euz guelet e lezaz santez Helena al lodenn vrasa euz
a vir groaz hor Zalver enn iliz gaer e devoa great sevel
var he vez. Hogen, enn amzer ann impalaer Heraklius,
Kosroes, roue Pers, a gemeraz dre nerz kear Jerusalem,
hag a gasaz ganthan ar c’hoat sakr-se en devoa kement
a briz evit ar gristenien.
Ar re-ma a ioa rannet ho c’haloun o sonjal oa kouezet guir groaz Jezuz-Krist etre daouarn ar baianed, hag Heraklius a glaskaz ober ar peoc’h gant Kosroes evit kaout anezhi enn dro. Mes roue Pers, o vezaar c’hrenva d’ann ampoent, a respountaz n’o doa ar gristenien peoc’h ebed da c’hortoz euz he berz keit ha ma ne falvezche ket d’ezho adori ann heol evel ar Persed.
Neuze Heraklius a c’houlennaz sikour digant Doue dre ar iun hag ar bedenn, ha goude beza savet eunn arme, ec’h en em lakeaz he-unan e penn he zoudarded, eur grusifi ganthan enn he zorn, evit mont da ober brezel da Gosroes. Gounit a reaz heb dale viktor var viktor, hag armeou ar Persa renke ato techet enn he raok.
Goulskoude Kosroes ne felle ket d’ezhan c’hoaz klevet hano a beoc’h. Mes didronet e oue gant he vab Siroes, hag hema, goude beza taolet he dad er prizoun hag he lezet eno da vervel gant ann naoun, a hastaz affo sina ar peoc’h gant Heraklius. Hogen, kenta tra a ioa merket, enn emgleo a oue great dre skrid etre ann impalaer hag hen, oa ma vije roet enn dro d’ar gristenien al lodenn euz ar guir groaz a ioa bet eat gant Kosroes, pevarzek vloaz araok, euz a iliz bez hor Zalver e Jerusalem.
Pa zistroaz Heraklius da Gonstantinopl gant ann tenzor kaer-ze, ar bobl holl a ziredaz d’he ziambroug gant skourrou olivez ha goulou var elum, evit diskouez ar blijadur en doa o velet adarre guir groaz Jezuz-Krist etre daouarn ann dud fidel. Er bloaz varlerc’h, ann impalaer a ieaz he-unan da gas ar c’hoat sakr da Jerusalem, hag enn eur erruout eno e sammaz anezhan var he ziouskoaz evit he zougen betek menez Kalvar. Mes, p’edo o tremen dre ann or a sko var hent ar menez, ec’h en em gavaz dalc’het enn he za enn eunn taol kount egiz pa vije unan bennag o viret outhan da vont larkoc’h. Heraklius n’oa ket evit koumpren petra zinifie ann dra-ze ; mes Zakarii, patriarch Jerusalem, a lavaraz d’ezhan : « — Diouallit, Prins, na veac’h gant ho tillad a impalaer re zishenvel dioc’h hor Zalver p’edo o tougen ar groaz-se he-unan. Jezuz-Krist a ioa guisket paour, ha c’houi a zo ganehoc’h eur vantell alaouret ; Jezuz-Krist ne oa nemed spern enn dro d’he benn, ha var hoc’h hini-c’houi ez euz eur gurunenn berlez ; Jezuz-Krist a ioa diarc’henn, ha c’houi a zo ho poutou enn ho treid. »
Ann impalaer a dennaz raktal he vantell alaouret, he gurunenn hag he voutou, ha kerkent e c’hellaz mont araok adarre ha dougen ar guir groaz betek iliz bez hor Zalver. Eno e oue lakeat el leac’h m’edo kent, hag hirio e reomp ar memor euz ann deiz ma oue kaset evelse d’he flas koz gant eur zolanite vraz, goude beza bet pevarzek vloaz etre daouarn ar Persed. Ar re-ma n’o doa ket digoret ar voest arc’hant m’edo ar c’hoat sakr ennhi ; rak ar ziell a ioa chomet ato var ar voest-se keit ha m’oa bet gantho. Mes da genver ann deiz-ma e oue digoret, hag ar guir groaz a oue lakeat a vel d’ar bobl evit ma c’hellje ann holl he adori.
Dre ar groaz eo oc’h bet prenet, ha dreizhi e resevit c’hoaz ar pardoun euz ho pec’hejou ha kement gras a zeu d’ehoc’h euz ann env. Bezit eta bepred leun a respet, n’e ket hebken evit guir groaz hor Zalver, mes ive evit ann holl groaziou all abalamour ma’z int imach eben, ha ne dremenit morse ebiou da eur groaz heb he zaludi gant devosion.
Ho poaniou a gorf pe a spered a zo evel eul loden euz Kroaz ho
Salver digaset d’ehoc’h gant Doue. Boazit eta ho digemeret hag ho
dougen a galoun vad, pa roont d’ehoc’h henveledigez gant Jezuz.
r zant-ma a ioa ganet e Poatie a dud a lignez huel,
hag a oue lakeat er skol gant eur manac’h a ioa brudet
dre he vertuz hag he vouiziegez. Chom a reaz eno
betek ann oad a c’houezek vloaz, ha goudeze he dad her
c’hasaz da balez ar roue ; rak he dad en doa c’hoant da
ober eunn offiser anezhan. He vamm, er c’hountrol, e
devoa sonj ez aje da velek ; rak her goestlet e doa da
Zoue abalamour m’oa bet dare d’ezhi mervel p’edo oc’h
he lakaat er bed. Hogen, he vamm eo a c’hounezaz.
D’ann oad a drivac’h vloaz, Achard a ziskleriaz d’he dad n’e ket rouaned ann douar, mes Roue ann env, eo a felle d’ezhan da zervicha. O klevet ar c’homzou-ma, he dad ne glaskaz ket zoken enebi outhan hag hen lezaz da ober he volontez. Achard en em dennaz raktal e kouent Jouin, el leac’h ma tremenaz pemp bloaz ha tregont.
Epad ann amzer-ze e teuaz da veza habil var ar skianchou sakr, hag ez ea bemdez larkoc’h-larka var hent ar zantelez. Doue a roaz d’ezhan ann donezoun a viraklou, ha kement den klanv a veze digaset d’he gaout a veze pareet ganthan.
Etre daou, sant Philiber, abad Jumiej, a erruaz er Poatou, hag ar brud anezhan a redaz buhan betek ar penn pella euz ar vro. Kerkent, Achard a guiteaz Jouin evit mont da veva e koumpagnunez ar zant-se, enn esper deski ganthan eunn dra bennag a nevez divar-benn ar guella feson d’en em zantifia. Mes a veac’h en devoue sant Philiber guelet Achard ma remerkaz ennhan eur mirit dreist-ordinal ha m’hen lakeaz da abad e kouent Kense. Divezatoc’h zoken e c’houlennaz kounje digant eskop Poatie d’her c’harga da c’houarn abati Jumiej enn he blas, evit chom he-unan er Poatou.
Hogen, enn abati Jumiej ez oa nao c’hant manac’h, ha pemzek kant mevell pe devezour evit sikour ar venac’h da ober ho labour. Red oa eta kaout eul lagad lemm hag eur furnez heb he far evit delc’her urs etouez kement all a dud, maga ar peoc’h hag ar garantez entrezho, hag ober d’ezho miret a boent da boent reolenn ar gouent. Mad, Achard en devoue al lagad hag ar furnez-se, ha lakaat a eure bepred ann devosion daren e kalounou ann holl, ken dre he gomzou, ken dre ar skouer euz he vuez santel.
Pa veze eat ar venac’h d’ho guele, oa boaz da vizita ho c’hamprou, eur groaz ganthan enn eunn dorn ha sparf ann dour benniget enn he zorn all, evit kas ann drouk-sperejou kuit. Enn aoun e veze ato na deujent da laoskaat e servich Doue goude he varo, ha kentoc’h eget na erruje kement all gantho, e c’houlenne evitho ar c’hras da vervel enn he raok. Doue e zelaouaz he bedenn, hag eunn nozvez eunn eal a roaz d’ezhan da anaout e varvche heb dale eur maread euz he venac’h.
Antronoz, Achard a asamblaz ar re-ma evit kounta d’ezho ar pez en doa klevet gant ann eal, hag ho alia da ober eur gonfesion jeneral ha da greski ho finijennou. Senti a rejont outhan, hag a benn ar pevare devez goude, e varvaz tost d’ann hanter anezho. Ar re a jomaz beo a gendalc’haz da veilla varnho gant muioc’h-mui a evez evit en em ziouall dioc’h kement tra a c’hellje displijout da Zoue, hag evelse ho abad santel ne oue mui nec’het divar ho fenn.
Achard he-unan a varvaz leun a veritou d’ar 15 a viz guengolo euz ar bloaz 687, oajet a bevar bloaz ha tri-ugent pe var dro.
Euruz ar re a leverer d’ezho pe da zeiz e tleont mervel ; mes eurusoc’h
c’hoaz ar re en em zalc’h ato prest da vont dirak Doue ! Ma
c’houfemp n’or be mui nemed eur miz da veva, pegement a boan ne
gemerfemp-ni ket evit en em lakaat e stad da veza resevet er baradoz
goude hor maro ? Hogen, marteze n’on euz ket eur zizun, na zoken
eunn devez ! Bevomp eta ec’hiz pa dlefemp mervel heb dale ; greomp
pep tra evel pa ve hon diveza taol labour abarz mont dirak Doue.
iprian a ioa mab da eur senatour euz a Garthaj, hag
a oue skoliet enn he iaouankiz var holl skianchou
ar bed. O veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz da
veza habil e berr amzer, hag ar brud euz he zeskadurez
a reaz he henvel da rejant ar rhetorik enn he vro. Hogen,
paian oa choaz d’ann ampoent ; mes ober a eure
anaoudegez gant eur belek santel, he hano Sesilius, hag
ar belek-ma her gounezaz d’ar feiz.
Eur vech badezet, Siprian a verzaz he holl vadou evit rei ann arc’hant d’ar beorien, ha goudeze ec’h en em dennaz enn he bart he-unan da studia ar Skritur Sakr. Mes ann dud a iliz hag ann dud fidel o devoa dija kement a istim evithan ma oue galvet heb dale da reseo ann Ursiou, ha pa varvaz Donat, eskop Karthaj, e oue choazet gant ann holl evit delc’her he blas.
A benn bloaz goude, ann impalaer Des a zougaz eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Al lezenn-ze a oue embannet e Karthaj er bloaz varlerc’h, ha kerkent paianed ar gear-ma en em lakeaz da redet dre ar ruiou enn eur grial a bouez-penn : « Siprian d’al leoned ! Siprian d’al leoned !!! » Rak n’oant ket evit gouzanv ar Zant abaoue m’en doa troet kein d’ann idolou evit adori ar guir Doue.
Siprian a c’houlennaz kuzul digant Doue evit gouzout
petra dlie da ober. Doue a roaz d’ezhan da anaout e raje
guelloc’h o tec’het eged o chom e Karthaj, ha setu hen
raktal ha mont da guzat var ar meaz. Mes euz al leac’h
m’oa kuzet e kendalc’he da gelenn he bobl, ken dre he
liziri, ken dre ar veleien en doa karget da c’houarn he
eskopti enn he blas. Ar re-ma o doa urs da lavaret ann
offerenn bemdez, peb hini d’he dro, d’ann dud fidel a
vije er prizoun, ha da rei d’ezho ar gommunion.
Goude beza bet pevarzek pe bemzek miz o veva dindan guz, Siprian a zistroaz da Garthaj, hag a asamblaz eno eur c’honsil evit koundaoni ar chismatiked, da lavaret eo, ar pennou skanv hag ourgouilluz a felle d’ezho en em zevel a enep ho eskop pe a enep ar pab. Ne esperne netra evit maga ar feiz hag ann devosion e kalounou ar gristenien, ha skriva a eure eur maread levriou kaer evit difenn ar relijion hag ann Iliz, ha deski d’ann holl ar guir feson d’en em zantifia e kreiz poaniou ha trubuillou ar vuez-ma.
Enn amzer ann impalaer Valerian, e tirollaz ar bersekusion goasoc’h eget biskoaz, hag enn dro-ma Siprian a oue galvet dirak Patern, gouarner ann Afrik. « — Pe hano oc’h euz ha petra oc’h ? » eme Batern. « — Kristen ounn hag eskop, eme Ziprian. Ne anavezann nemed eunn Doue, ann hini en deuz krouet ann env, ann douar, ar mor, ha kement tra a zo ennho. Ann Doue-ze eo a zervichomp ken entrezomp kristenien. » Var gement-se ar gouarner her c’houndaonaz da guitaat Karthaj ha da vont da jom da Gurub, dek leo ac’hano.
Etre daou, Galer a oue hanvet da c’houarner enn Afrik e plas Patern. Ar gouarner nevez a gemennaz d’ar Zant dont adarre da Garthaj, hag a benn eunn tachad goude, her galvaz ive dirazhan hag e komzaz outhan evelhenn : « — C’houi eo ann hini a zo bet eskop ha tad ann dud-se a reer kristenien anezho ? » « — Ia, me eo, eme Ziprian. » « — Mad, ann impalaered a ro urs d’ehoc’h da adori ho doueou. » « — Ne c’hellann ket senti ouz ann urs-se, eme ar Zant. » « — O pezet muioc’h a zamant d’ho puez, eme ar gouarner. » « — Grit ar pez a zo gourc’hemennet d’ehoc’h, eme Ziprian erfin. »
Neuze Galer, goude beza kemeret ali ar varnerien a
ioa enn dro d’ezhan, a goundaonaz ar Zant da veza dibennet.
« — Doue ra vezo meulet ! » eme Ziprian o klevet
ar zetans-se. He verzerenti a erruaz d’ar 14 a viz
guengolo euz ar bloaz 258.
Da genta. — Ar basianted hon laka da veza braz dirak Doue, hag hon dalc’h enn he c’hras.
D’ann eil. — Red eo enebi buhan-buhan ouz tentationou ann drouk-spered ; ne c’hortozit ket ma vezo deuet ar zarpant bihan da greski.
D’ann trede. — Ann humilite eo ar mean-diazez euz ar guir zantelez, hag ann ourgouill n’euz plas ebed evithan er baradoz.
D’ar pevare. — Eur follentez eo klask plijout d’ar bed ; rak, kaer o pe ober, ar bed en devezo ato eunn dra bennag da lavaret ac’hanhoc’h hag ho kaloun a vanko bepred eunn dra bennag d’ezhi, ha p’o pefe holl vadou ar bed.
aou vloaz araok he varo, er bloaz 1224, sant Fransez
a Asiz en em dennaz var menez Alvern enn Toskaan
evit ober eur iun a zaou-ugent devez enn henor da zant
Mikeal, arc’heal. Epad ann amzer-ze e veze dalc’h-mad
douget a spered betek ann env, hag he gorf zoken a veze
aliez dibradet dioc’h ann douar dre nerz ar garantez en
doa evit Doue.
Pa ne zave enn ear nemed ken huel ha penn eunn den, ar frer Leon, he goumpagnoun, a boke d’he dreid enn eur vouela hag enn eur lavaret : « — Va Doue, va Doue, dre veritou ar zant-ma o pet truez ouz eur pec’her paour eveldon-me, ha roit d’inn eul lodennik euz ho kras. » Pa ne c’helle ket tizout betek he dreid na zoken remerkout anezhan enn ear, ar frer Leon en em strinke d’ann daoulin hag a jome da bedi e leac’h m’en deveze he velet o sevel.
Klevet e veze o komz ouz Doue, avechou gant doujans
hag enn eur grena, hag avechou all evel ma komz eur
mignoun ouz he vignoun. Meur a dro ar frer Leon a remerkaz
eur sklerijenn gaer ha dudiuz, hag e kreiz huanadennou
Fransez ne goumprene nemed ar c’homzou-ma : « — Piou oc’h-hu, Aotrou, ha piou ounn-me ? »
Eur mintinvez, var dro ar pevarzek a viz guengolo, ar Zant a ioa o pedi var gostez ar menez pa velaz eur seraphin o tiskenn euz ann env varzu ennhan. Ar seraphin-ze en doa c’houec’h askell ker skeduz hag ann tan, hag a nije evel ann avel Pa oue tost da Fransez, hema a remerkaz en doa doare eunn den hag a ioa he zaouarn hag he dreid astenned, ha stagouz eur groaz. Diou euz he c’houec’h askell a ioa savet azioc’h he benn, diou all dispaket da nijal, hag ann diou all erfin a c’holoe he gorf tro var dro.
Ar Zant a oue mantret o velet kement all, hag ar joa hag ar velkoni a c’hounezaz he galoun er memes amzer. Joa en devoa o velet eur seraphin oc’h en em ziskouez dirazhan evelse ; mes poan en doa ive o velet eunn imach hag a zigase da zonj d’ezhan euz he Zalver maro var ar groaz.
Goude beza kaozeet ganthan eur pennad evel gant eur mignoun, ar seraphin a ieaz kuit enn eur lezel enn he zaouarn, enn he dreid hag enn he gostez, ar merkou euz a bemp gouli hor Zalver. He zaouarn hag he dreid a ioa egiz treuzet gant tachou hag a velet ar penn anezho enn eunn tu hag ar beg enn tu all, hag enn he gostez ez oa eur gleizenn ruz hag a zivoade aliez.
Fransez ne espernaz netra evit kuzat ar burzud heb he bar en doa great Doue enn he genver. Bete neuze ne veze morse boutou ebed ganthan ; mes hiviziken e kemeraz eur re, hag hiviziken ive he zaouarn a veze ato goloet gant eunn dra bennag. Goulskoude, kaer en devoue, ar burzud-se a oue anavezet.
Dija, epad he vuez, meur a hini o doa guelet merkou ann tachou enn he zaouarn hag enn he dreid ; mes goude he varo ar merkou-ma a oue guelet gant ouspenn hanter-kant manac’h, gant santez Klara hag he leanezed, ha gant eur maread tud all. Ar gouli a ioa enn he gostez a oue guelet ive neuze ; mes araok zoken e c’houiet en devoa ar gouli-ze, dioc’h ar goad a veze oc’h he zillad dindan pa renke ho jench.
Biskoaz n’oa bet klevet hano a gement all enn amzeriou tremenet, ha setu perak, estreged ann offis a reer enn henor da zant Fransez a Asiz da zeiz he c’houel, ann Iliz e deuz roet kounje da ober eunn offis all disparti enn henor d’he c’houliou.
Sant Fransez a resevaz enn he gorf ar merkou euz a bemp gouli hor Zalver evit he rekoumpansi abalamour d’ann ioul en doa da veza e peb tra henvel oc’h Jezuz stag ouz ar groaz. Ne glevomp ket en defe great Doue biskoaz henvelep burzud e kenver eunn all euz he zervicherien. Evelato, ma n’o deuz ket bet a ziaveaz, ann henveledigez-ze gant ho Zalver, eleiz eneou santel o deuz tanveat enn ho c’haloun he boaniou hag he enkrezou. Seul-vui e klaskot beza henvel ouz Jezuz-Krist o sonjal aliez enn he Basion, seul-vui ive ho kargo euz he c’hrasou er bed-ma, ha seul gaeroc’h goudeze e vezo ho kurunenn enn env.
r zant-ma a ioa ganet e kear Kupertin enn Itali a
dud a zoujans Doue, hag a dremenaz he vugaleach
hag he iaouankiz enn eur burete vraz. He dad hag he
vamm a ioa paour-Job, hag a lakeaz anezhan da zeski ar
vicher a gere evit ma c’hellje gounit he voued. Mes, o
veza ma oue pareet gant ar Verc’hez dioc’h eur c’hlenved
hirr ha poaniuz, e savaz c’hoant ganthan da vont
da vanac’h, ha setu hen ha goulenn beza resevet evel
frer enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Resevet e
oue ; mes a benn eiz miz goude e oue kaset kuit evel
eunn den ha n’oa mad da netra.
Ar pez a ioa kaoz oa abalamour Joseph a veze ato o
sonjal e Doue, ha ne daole evez oc’h netra all ebed.
Evelse, pa veze o servicha taol, e leze ar plajou hag ann
asiedou da goueza, ha kaer a ioa staga ann tammou torret
oc’h he vruched pe ouz he gein evit ober mez d’ezhan,
ne daole ket muioc’h a evez goudeze. Meur a
vech e roaz bara du e leac’h bara guenn, ha pa veze
skandalet evit ann dra-ze gant he zuperiored, e respounte
ne c’houie ket anaout ann eil diouz egile.
Ann den iaouank keaz a oue glac’haret-holl pa oue lavaret d’ezhan ne vije dalc’het mui er gouent-se. Mes galvet oa gant Doue da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez, ha var bouez pedi hag aspedi, he vamm a obtenaz ma vije kemeret da baotr marchosi enn eur gouent all euz a Urs sant Fransez. Eno e c’hounezaz kalounou ann holl dre he humilite hag he zentidigez, hag heb dale he zuperiored her c’havaz din da viska sae ar Frered. Karet o devije zoken reseo anezhan e renk ann Tadou ; mes Joseph n’en doa ket great he studi hag he spered a ioa poud : penaoz e c’hellje-hen biken beza habil aoualc’h evit mont da velek ?
Gant gras Doue ha sikour ar Verc’hez e teuaz goulskoude a benn a gement-se, hag eur vech beleget ec’h en em strinkaz d’ann daoulin dirak he grusifi enn eur lavaret : « — Setu me, o va Doue, distag dioc’h ann holl draou krouet ; c’houi a vezo hiviziken va holl zenzor. » Evit guir, pell a ioa oa maro d’ar bed ha d’ezhan he-unan ; mes divar neuze n’e ket hebken he spered en em zave dalc’h-mad varzu Doue : he gorf a iea ive da heul he spered.
Ar guel euz ann tabernakl, euz ar groaz pe euz eunn imach bennag d’ar Verc’hez, ann hano hebken a Jezuz pe a Vari, lavaret dirazhan gant eunn all, a ioa aoualc’h evit he zibrada dioc’h ann douar hag he lakaat da zevel enn ear, avechou huel-huel. N’e ket a ganchou, mes a villerou, eo e c’heller kounta ann dud a bep stad hag a bep renk, eskibien, kardinaled, prinsed ha pabed zoken, a zo bet test euz eunn hevelep burzud, hag ar burzud-se a c’hoarveze ken aliez hag a bade keit ma’z eo diez lavaret e pe leac’h, pe var ann douar, pe azioc’hann douar, en deuz tremenet ar Zant al loden franka euz he vuez. Eur prins protestant euz ann Allemagn, o veza he velet eunn deiz o sevel enn ear evelse, en em ziskleriaz dioc’htu kristen katholik.
Joseph a lenne ive ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar c’halounou ; digas a eure da zonj da veur a bec’her euz a bec’hejou o doa ankounac’heat, ha meur a hini all a lakeaz da ruzia divar benn stad ho ene. Anaout a rea ann dud libertin dioc’h ar c’houez fall a gleve gantho, ha diouthan ha dioc’h he zillad e teue eur c’houez vad dudiuz hag a ziskoueze pegen neat oa he goustians.
Enn despet d’ann holl donezounou-ze en doa bet digant Doue, ar Zant a oue tentet gant ann drouk-spered enn eur feson rust ha kasauz. Mes treac’h e oue bepred d’he enebour dre he aket da veilla varnhan he-unan, dre he iuniou hag he binijennou a bep seurt, ha dre ma oa difennet dalc’h-mad gant ar Verc’hez Vari.
He garantez evit he nesa a rea d’ezhan labourat heb ehana evit silvidigez ann holl, braz ha bihan, kos ha iaouank, paour ha pinvidik. Var fin he vuez, e oue kaset gant he zuperiored euz ann eil gouent d’eben, hag ann dra-ze a oue avechou tenn meurbed evithan. Mes n’euz fors petra en deveze da c’houzanv, e veze ato laouen ha rezinet da volontez Doue. Mervel a reaz erfin e kouent Osimo, d’ann 18 a viz guengolo euz ar bloaz 1663, oajet a dri-ugent vloaz ha tri miz.
Ar zant-ma a zo bet tentet enn eur feson rust ha kasauz, petra bennag m’oa maro pell a ioa d’ar bed ha d’ezhan he-unan, ha m’oa bet karget gant Doue a zonezounou dispar. Ar brasa sent eo a vez ar muia tentet gant ann drouk-spered, abalamour ar re-ze eo en deuz ar muia ioul da c’hounit. Seul-vui ma’z oc’h tentet eta, seul-vui e tleit kaout fizians da veza e gras Doue. Rak ma vijac’h dija d’ann diaoul, hema ne gemerfe ket kement-se a boan evit ho tougen d’ar pec’hed. Red e d’ehoc’h goulskoude beza ato var evez, diouall da gounta re varnhoc’h hoc’h-unan, ha kendelc’her da c’houlenn sikour digant Doue ha digant ar Verc’hez.
anvier a ioa eskop e kear Benevant enn Itali d’ar mare
ma tougaz ann impalaer Dioklesian eul lezenn a varo
a enep ar gristenien. Daou avieler euz a Bouzzool, ho hano Sosii ha Prokulus, o veza bet prizouniet er gear-ze
asambles gant daou vourc’hiz kristen, eskop Benevant a
ieaz di d’ho guelet evit ho c’hrenvaat er feiz ha rei nerz
d’ho c’haloun. Raktal e oue diskuillet d’ar gouarner Timothee,
hag hema a ordrenaz kregi ennhan d’he dro,
hag he gas da gear Nool.
Timothee a ioa o chom eno, ha ne espernaz netra evit lakaat Janvier da adori ann doueou faoz ; mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhan, e reaz he stleper enn eur forn c’horet evit he zevi ez-veo. Hogen, er forn-ze, ann eskop santel ne oue ket zoken rostet eunn tamm euz he zillad nag eur vlevenn euz he benn. Pa velaz ann dra-ma, ar gouarner a ieaz enn egar hag a lavaraz he vourrevi ken na vije torret he holl izili outhan.
Epad ann amzer-ze, ann avieler Festus hag ar c’hloarek Desiderius a oue kroget ennho ive, hag a benn eunn nebeut deveziou goude, Janvier hag hi a oue great d’ezho bale da Bouzzool araok karr Timothee, petra bennag m’oant karget a jadennou. Pa errujont eno, e ouent taolet er prizoun el leac’h m’edo dija ann daou avieler Sosii ha Prokulus asambles gant ann daou vourc’hiz kristen, ha koundaonet eveldho da veza dispennet ha lonket gant al loaned gouez.
Antronoz eta e oue laosket al loaned gouez var ann eskop santel hag he c’houec’h koumpagnoun. Mes al loaned-se a deuaz da veza don enn eunn taol kount, ha setu hi ha gourvez eharz treid Janvier, heb ober drouk ebed d’ezhan na d’ar reall. Ar gouarner a gemeraz ar burzud-ma evit eunn taol maji pe eunn taol sorserez, hag a goundaonaz ar seiz merzer da veza dibennet. Mes kerkent e kollaz ar gueled.
Goulskoude Janvier a bedaz evithan, ha Timothee a
velaz adarre ker sklear ha biskoaz. Ar mirakl nevez-se
a reaz da dost pemp mil paian anaout ar virionez euz ar
relijion gristen. Mes ar gouarner a jomaz bepred aheurtet,
ha gant aoun rak tenna varnhan droulans ann impalaer,
e lavaraz d’ar vourrevien dibenna dioc’htu ann
eskop santel hag he c’houec’h koumpagnoun. Ho merzerenti
a erruaz d’ann 19 a viz guengolo euz ar bloaz 305.
Korf sant Janvier a oue kaset divezatoc’h da gear Napl, el leac’h ma’z euz kalz a zevosion evithan. Eno e virer ive eur vuredad euz he c’hoad, ha dre eur burzud hag a bad ouspenn pemzek kant vloaz zo, ar goad-se, kaledet ha pouloudennet gant ann amzer, a deu da danoaat ha da virvi kerkent ha ma vez tosteat ouz penn ar merzer kalounek.
Ar mirakl great e kenver ar gouarner Timothee a reaz da dost pemp mil paian anaout ar virionez euz ar relijion gristen ; mes he-unan e chomaz aheurtet enn he zallentez a spered goude beza bet pareet dioc’h he zallentez a gorf. N’e ket heb abeg e Tavar Abraham da Lazar, e parabolenn ar fals pinvidik : « — Ar re ne zelaouont na Moizes, nag ar bropheted, ne rafent ket muioc’h a van ha pa deufe unan bennag euz a douez ar re varo da brezeg d’ezho. » N’euz netra diesoc’h eget lakaat eur pec’her aheurtet da zistrei ouz Doue ; diouallit eta dreist peb tra ouz ann aheurtamant-se.
ustach a ioa kabiten enn arme ann impalaer Trajan,
hag eur c’habiten brudet dre he vaillantiz. Pinvidik-mor
oa gant ann dra-ze ha mad d’ar paour, petra bennag
ma’z oa paian. Eunn devez m’edo o chaseal var eur
menez e velaz eur c’haro braz-braz a bell, hag e c’hoanteaz
he baka. Hogen, a greiz ma rede var he lerc’h, e remerkaz
enn eunn taol kount etre he gerniel imach hor
Zalver stag ouz ar groaz, hag ann imach-ma a gomzaz
outhan evelhenn : « — Perak e teuit-hu var va lerc’h
evelse ? Me eo Jezuz-Krist a henorit heb he c’houzout,
hag hoc’h aluzennou a zo pignet betek ennon. »
Eustach a oue ker spountet o klevet kement all ma kouezaz divar he varc’h ha ma chomaz eunn heur semplet. Pa zizemplaz, ar vouez en doa klevet a lavaraz d’ezhan adarre : « — Me eo Jezuz-Krist, ann Doue en deuz krouet ann env hag ann douar, hag a zo en em c’hreat den, a zo maro var ar groaz, a zo bet lakeat er bez hag a zo savet euz a varo da veo, a benn tri devez goude, evit savetei ar bed holl. » Neuze Eustach a respountaz : « — Kredi a rann, Aotrou, kement tra a livirit. » « — Mad, eme ar vouez, it eta da gaout belek ar gristenien ha pedit-hen d’ho padezi. »
Enn eur erruout er gear, ar c’habiten a gountaz d’he bried ar pez a ioa c’hoarvezet ganthan, ha var dro hanter-noz ez eaz asambles ganthi hag asambles gant daou vab iaouank en devoa da c’houlenn ar vadiziant digant belek ar gristenien. Hema, o velet ho feiz, a vadezaz anezho ho fevar goude beza ho c’helennet eunn tammik var guirioneziou ar relijion.
Pa deuaz ann deiz, Eustach a ziqtroaz d’ar menez el leac’h m’oa bet o chaseal enn derc’hent. Eno hor Zalver en em ziskouezaz d’ezhan evit ann eil guech enn eur lavaret en devije kalz poaniou da c’houzanv, hag e vije lamet he holl vadou diganthan evel m’oa bet lamet he re guech all digant ann den santel Job. Ar c’habiten kalounek a respountaz : « — Me zo prest da c’houzanv ar pez a gerot, gant ma root d’inn ato nerz da zougen va c’hroaz. »
Heb dale he loaned hag he zervicherien a varvaz holl gant ar vosenn, ha goudeze al laeroun a reaz skrab ha rins enn he di enn eunn hevelep feson ne jome mui netra ganthan. Neuze e sonjaz treuzi ar mor evit en em denna en Ejipt gant he c’hreg hag he vugale. Pignat a reaz gantho enn eul lestr ; mes pa deuaz ar mare da ziskenn enn douar, n’en doa ket a arc’hant da baea ho flas hag he hini, ha mestr al lestr a zalc’haz he c’hreg da gred evit ar pez a vanket d’ezhan.
Setu eta Eustach dispartiet dioc’h he bried. Abarz nemeur e oue dispartiet ive dioc’h he zaou vab. Guelet a eure unan anezho o vont gant eur bleiz, hag egile o vont gant eul leon, a greiz m’edo o treuzi eur ster zoun evit dont da gerc’hat ann eil goude beza dija kaset ar c’henta enn tu all. Mes dre c’hras Doue ann daou baotr a oue saveteet ho buez d’ezho gant tud vad, hag ar re-ma a bourveaz goudeze d’ho holl ezommou. Greg Eustach ne oue great drouk ebed d’ezhi ken nebeut, hag Eustach he-unan erfin enn eur geriadenn el leac’h ma oue karget da ziouall ann douarou a ioa d’ar geriadenn-ze. Petra bennag n’edo kel he vugale goall bell diouthan, ne glevaz menek ebed anezho, nag hi anezhan, epad ar pemzek vloaz ma chomaz eno.
Etre daou, ann impalaer Trajan a reaz klask Eustach e kement korn a ioa enn he rouantelez evit he lakaat adarre e penn ann arme. Kavet e oue abarz ar fin, ha gounit a eure eur viktori euz ar re gaera enebourien ar vro.
Hogen, he zaou vab a ioa ive enn arme, hag hen ne c’houie dare ; rak kredi a rea ato oant bet debret gant al loaned gouez. He c’hreg eo ho anavezaz da genta ; rak he c’hreg a ioa o chom e kichen tachenn ann emgann, hag ann daou vreur soudard a ioa bet kaset di da loja. Raktal, heb lavaret netra d’ezho, ez eaz he-unan d’en em rei da anaout d’ar c’habiten, ha goudeze e teuaz da gerc’hat ann daou baotr iaouank evit ho diskouez d’ho zad. Eustach a vriataz he zaou vab gant karantez, ha setu he galoun karget adarre a joa goude beza bet beuzet epad keit amzer enn eur mor a c’hlac’har hag a anken.
Pa zistroaz da Rom, ann impalaer Adrian hen digemeraz gant ar brasa henor (ann impalaer Trajan a ioa dija maro d’ann ampoent). Mes, Adrian o veza ordrenet kinnig eur sakrifis d’ann doueou evit ho zrukarekaat, Eustach ne d-eaz ket d’ar sakrifis-se. Ann impalaer her galvaz evit goulenn outhan perak n’oa ket eat, hag ar c’habiten a respountaz dioc’htu oa kristen ha ne adore nemed ar guir Doue, en deuz great euz a netra ann env hag ann douar. Adrian a zavaz kounnar ennhan o klevet ar respount-se, hag a goundaonaz Eustach da veza lakeat asambles gant he c’hreg hag he zaou vab, e kof eunn taro houarn hag a vije great eunn tanteziad tan dindanhan. Evelse ec’h echuaz ar pevar merzer ho buez d’ann 20 a viz guengolo euz ar bloaz 120.
Doue ne abandoun morse ar re a laka ho holl fizians enhan, hag a zo prest ato d’en em rezina d’he volontez. Histor Job guech all ha buez sant Eustach a zo daou desteni kaer euz ar virionez-se. Ma ne espern ket he vrasa mignoned, ne vank ket ive d’ho c’hennerza. Rak-se, ma vec’h skoet ganthan, n’o pezet aoun ebet : he zourn madelezuz a zo goest da barea gouliou ar galoun koulz ha re ar c’horf.
vit diskouez d’eomp oa deuet var
ann douar dreist peb tra evit savetei
ar bec’herien, ha n’ez euz stad
ebed a gement ne c’hellfe ket esperout
kaout perz enn he drugarez,
Jezuz-Krist a blijaz ganthan choaz
evit unan euz he ebestel eunn den
hag en doa doare da veza ann nebeuta
din euz a eur c’hras ker kaer.
Ann den-ze oa Maze, unan euz ar publikaned, da lavaret eo, euz a reseourien ar guiriou a veze savet divar ar bobl. Ann dud-ma a dremene peurvuia evit tud digoustians hag heb relijion. Eunn devez m’oa azezet enn he vuro, hor Zalver a lavaraz d’ezhan enn eur vont ebiou : « — Deuit d’am heul-me. » Kerkent Maze a oue gounezet he galoun, hag a guiteaz he vuro evit heul Jezuz.
Prest goude e pedaz hor Zalver da leina enn he di, ha Jezuz a ieaz asambles gant he ziskibien. Hogen, el lein-ze ez oa ive kalz publikaned, mignouned da Vaze, hag ar pharizianed a gave abeg enn dra-ma, hag a lavare da ziskibien hor Zalver : « — Perak ez a ho mestr-c’houi da leina evelse gant ar bec’herien ? » Mes Jezuz, o veza klevet petra lavarent, a respountaz : « — N’e ket ar re iac’h, mes ar re glanv, eo o deuz ezomm euz ar medisin. N’ounn ket deuet da c’helver ar re just, « mes da c’helver ar bec’herien da ober pihijenn. » Divar neuze Maze a reaz koumpagnunez d’hor Zalver enn he holl veachou dre ar Judee, ha ne gollaz ket unan euz he gomzou.
Goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, e oue pedet gant ann diskibien all da lakaat dre skrid ar peb brasa euz ar pez enn doa great pe lavaret epad he vuez. Maze a skrivaz al levr-se e langach hebreu, abalamour al langach-ma oa langach ar Iuzevien, hag he henvel a eure Aviel, da c’houzout eo, levr a gelou mad hag euruz abalamour ma roe da anaout oa digor adarre doriou ar baradoz d’ar bec’herien gant m’o devije guir geuz ha guir c’hlac’har d’ho fec’hejou.
Pa gemeraz ann Ebestel peb hini he gorn euz ar bed evit prezeg ar feiz d’ar baianed, Maze en devoue ann Ethiopii evit he lod. Ober a eure eno eunn niver braz a viraklou, hag, etouez kalz re all, e lakeaz eur verc’h d’ar roue da zevel euz a varo da veo. Ar mirakl-ma a reaz d’ar roue ha d’ar rouanez, d’ho bugale ha da eur maread tud all, anaout raktal ar virionez euz ar relijion gristen. Hogen, ar roue en devoa eur verc’h all, he hano Iphijenii, hag a voestlaz he guerc’hded da Zoue goude beza klevet Maze oc’h ober meuleudi ar vertuz-se. Goulskoude, he zad o veza deuet da vervel, Iphijenii a oue goulennet evit pried gant Histas : hema a ioa pignet var ann tron e plas he zad a enep peb guir ha lealded. Mes ar brinsez a zalc’haz mad d’he veu hag a respountaz grons ne zimezche ket. Neuze Hirtas a gemeraz kement a zrouk oc’h sant Vaze ma kasaz tud var ann heur d’he lakaat d’ar maro ; rak gouzout a rea oa hen en devoa aliet Iphijenii da jom bepred guerc’hez. Ann dud-se a gavaz ann Abostol oc’h ann aoter, hag hen lazaz eno a daoliou bouc’hal d’ann ampoent m’edo oc’h echui he offerenn.
Da genta. — Den ne c’hell servicha daou vestr asambles ; rak ne
vezo ket evit miret da garet unan ha da zisprijout egile. Ne c’hellit
ket eta servicha Doue hag ar bed er memes amzer.
D’ann eil, — Klaskit da genta rouantelez Doue, hag ann traou all a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had.
D’ann trede. — Ne varnit ket ho nesa ma ne fell ket d’ehoc’h beza barnet gant Doue ; dioc’h ma varnot ar re all, e viot barnet hoc’h-unan.
D’ar pevare. — N’ez euz netra, kuzet er bed-ma na vezo dizoloet hag anavezet er bed all.
D’ar pemped. — Petra dal d’ann den gounit ar bed holl mar teu da goll he ene ?
D’ar c’houec’hved. — Piou bennag en em izelai a vezo hueleat ; hag ann neb en em huelai a vezo izeleat.
r zant-ma a ioa ganet enn eskopti Toled e Spagn. He
dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue ho daou,
ha brudet dreist holl dre ho c’harantez evit ar beorien.
He dad a roe d’ezho kement a c’houneze gant eur vilin
en devoa, hag he vamm a c’hrie hag a rea a bep seurt
labouriou all evitho.
Thomas a gerzaz abred var roudou he dud, hag epad m’edo er skol, enn he vugaleach, e teuaz meur a vech d’ar gear dizae, dijiletenn, didok ha divoutou : he zae, jiletenn he dok pe he voutou a veze chomet gant eur paour bennag.
Pa veze eat ann tamm diveza euz ar bara a veze lakeat
bemdez a gostez evit ar beorien, ha pa errue c’hoaz eur
paour bennag da glask ann aluzenn, ar paotr a lavare
d’he vamm rei d’ezhan ar pez a dlie da zibri he-unan
d’he lein. « — Me a iuno hirio, » emezhan. Avechou he
vamm a roe, mes avechou all ive ne roe ket. Neuze
Thomas a c’houlenne kounje da vont da zibri he voued
er meaz asambles gant he gamaladed. Mes n’e ket he-unan
eo hen debre avad, he gas d’ar re-all da zibri eo a
rea, ha goulskoude epad ann nemorant euz an deiz e
veze kel laouen ha p’en devije bet eur pred ar guella.
Eunn devez ma n’oa nemethan enn ti, e roaz peb a labous iar da eur vandenn beorien a ioa deuet da doull ann or, abalamour n’edo ket alc’houez armel ar bara ganthan. He vamm, e leac’h skandalat anezhan pa glevaz petra en doa great, a oue foug ennhi hag a zridaz he c’haloun e sonjal e tennje varnhan evelse bennoz ann Aotrou Doue.
D’ann oad a bemzek vloaz, Thomas a oue kaset da skolach Alkala da ober he studi. O veza m’en doa eur spered lemm, e teske kement a garie, ha pa oue echu he studi ganthan, e oue kavet din da skolia ar re all d’he dro var ar philosophi ha var ann theoloji. Mes etre daou e varvaz he dad, hag e renkaz distrei d’ar gear. Neuze e verzaz ann holl danvez en doa bet enn heritach, hag e reaz eunn hospital euz he di.
Goudeze e viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Aogustin, ha ne oue ket pell er gouent na zervichaz da skouer d’ar venac’h all dre he humilite, he basianted, he aked d’ar bedenn, ha dreist holl dre he garantez evit he nesa. O veza bet beleget, e oue karget da brezeg ha ne c’houfe den niveri ar bec’herien a dennaz euz a lagenn ar pec’hed dre nerz he brezegennou. Ann impalaer Charles Pemp en doa eur blijadur vraz oc’h he glevet o sarmoun, hag a ioa leun a istim evithan.
Ann impalaer-ze en doa koundaonet d’ar maro eunn nebeut tudchentil euz he balez. Mes Thomas a ieaz da c’houleun gras evitho, hag a obtenaz dioc’htu ar pez a c’houlenne. Ar re a ioa da dosta d’ann impalaer n’oant ket evit koumpren penaoz oa bet selaouet ker buhan ; mes Charles Pemp a lavaraz d’ezho : « — Thomas, emezhan, n’e ket pedi a ra, gourc’hemenn eo, ha kaloun ebed ne c’hell herzel ouz he gomzou. »
Goude beza bet superior e meur a gouent euz he Urs, ar Zant a oue hanvet da eskop e Grenad ; mes ne falvezaz ket d’ezhan a briz ebet kemeret ar garg-se. Goulskoude, dek vloaz divezatoc’h e oue hanvet adarre e plas eskop Valans, a ioa eat da Liej, hag enn dro-ma e renkaz senti.
Evithan da veza eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva. Kreski he aluzennou a reaz avad, ha kement guennek en devoa a veze evit ar beorien. Doue a ziskouezaz dre eur mirakl kaer pegement e plije d’ezhan largentez he zervicher. Eunn devez, goude beza roet eur c’hrignolad pe eunn arc’had ed d’ar paour, Thomas a gavaz ann arc’h pe ar c’hrignol kel leun ha biskoaz.
Gant ann dra-ze ne esperne nag he boan, nag he amzer, evit pourvei da ezommou ann eneou a ioa fiziet ennhan. Epad ann deiz e veze e servich ann dud fidel hag ann dud a iliz euz he eskopti, hag ann diou zrederenn euz annnoz a dremene o pedi Doue hag o vedita.
O veza kouezet klanv, e lavaraz rei d’ar paour kement tra a jome c’hoaz enn he di. He vele zoken a roaz da unan bennag, enn eur bedi hema d’hen lezel ganthan e prest ken na vije maro. Erfin, d’ann eiz a viz guengolo euz ar bloaz 1555, e roaz he ene d’he grouer enn eur lavaret ann hanoiou santel a Jezuz hag a Vari. Edo neuze o ren he zeiz vloaz ha tri-ugent.
Euruz ann tiegeziou el leac’h ma roer ann aluzenn heb chipotal ! Ann tiegeziou-ze a zo sur da veza benniget gant Doue ; chom a raint enn ho za, ha mont a raint zoken var grenvaat, d’ann ampoent ma vezo guelet o koueza d’ann traon tiegeziou all pinvidikoc’h, mes fall d’ar paour ha kriz enn he genver. Bugale pe vugale-vihan ar re a zo re stag ho c’haloun ouz ann danvez a ia peurvuia da glask ho boued.
ant Lin a ioa ganet e kear Volaterra enn Itali, hag a
oue ar pab kenta goude sant Per. Ann abostol-ma her
gounezaz d’ar feiz epad m’edo oc’h ober he studi e Rom,
hag o velet oa eunn den a spered hag a galoun, ne
espernaz netra evit he gelenn ervad ha deski d’ezhan ar
feson da dizout betek ann huela pazenn euz ar zantelez.
Er skol gant eunn hevelep mestr, Lin a deuaz heb dale da veza habil var ar skianchou sakr hag eur skouer a bep seurt vertuziou. Neuze sant Per her belegaz hag hen digasaz e Frans da brezeg ann Aviel, var a lavar lod da vihana ; rak ann holl ne leveront ket ann dra-ze.
Ar re a lavar e oue digaset e Frans a yerk ec’h erruaz e kear Besanson, hag e lakeaz eno meur a baian da anaout dioc’htu ar virionez euz ar relijion gristen. Enn ho zouez ez oa unan hag en doa eur garg vraz, hag hema a roaz he di d’ar Zant evit servichout da iliz pe da japel.
Goulskoude, ar bobl o veza en em asamblet eunn devez evit kinnig sakrifisou d’ann doueou faoz, Lin ne oue ket evit miret da vont he-unan var ar blasenn da rebech ho follentez d’ann dud keiz-se. « — Petra rit, emezhan ? Ann idolou a adorit ne d-int netra ; ne dleit henor ebed d’ezho. N’euz nemed eunn Doue, ann hini en deuz great euz a netra ann env hag ann douar. List eta ho sakrifisou sakrilach evit adori ar guir Doue. »
Ar c’homzou-ma a oue evel eunn tarz kurun hag a bilaz d’ann traon unan euz a billerou ann templ. Var c’horre ar piller-ze ez oa eunn idol, hag hema a oue lakeat e mil damm. Mes eunn hevelep mirakl ne zigoraz ket he zaoulagad d’ar bobl ; chom a eure bepred aheurtet enn he zallentez, ha gant ar gounnar a ioa ennhan ec’h en em daolaz var ar Zant evit he stleja er meaz euz a gear.
Var gement-se, Lin a zistroaz da Rom, ha sant Per a joazaz sant Klemant hag hen evit he zikour da c’houarn ann Iliz. He-unan e veze aliez e beach, hag epad ann amzer-se sant Elemant ha sant Lin a c’houarne ann Iliz enn he blas.
Goude merzerenti sant Per, ha dre ali sant Klemant, ann holl a roaz ho mouez da zant Lin evit beza pab var he lerc’h. Mes, d’ann ampoent, ann impalaer Neron a ioa kounnaret a enep ar gristenien, hag ar pab nevez a renkaz chom dindan guz betek maro ann impalaer-ze.
Goulskoude ann dra-ma ne viraz ket outhan da bourvei gant ar brasa aked da holl ezommou ann dud fidel. Ho asambli a rea enn noz er mengleuziou a zo dindan kear Rom, hag eno e roe nerz d’ho c’haloun dre he brezegennou hag e vage ho eneou dre ar gommunion.
Ar pab-ma a zifennaz ouz ar merc’hed mont diskabell d’ann iliz, hag a lakeaz dre skrid darn euz a vuez sant Per, ha dreist holl ar viktor en doa gounezet ann abostol-ze var Zimon ar majisian. Brudet oa dreist peb tra dre he feiz ha dre he viraklou ; ann drouk-sperejou a dec’he enn he raok hag ar maro zoken a zente ourthan. Eunn devez e kasaz ann diaoul euz a gorf merc’h eunn den a renk huel euz a Rom, he hano Saturnin. Mes ann den-ma, e leac’h beza anaoudek evit ar vad a ioa great d’he verc’h, a lakeaz kregi er Zant ha goudeze her c’houndaonaz da veza dibennet. Merzerenti sant Lin a erruaz er bloaz 76, hag he gorf a oue enterret er Vatikan, e kichen bez sant Per.
Epad ann tri c’hant vloaz kenta euz ann Iliz n’euz bet nemed daou bap hag a ve marvet enn ho guele ; ar re all a zo maro holl dre ar verzerenti. Mes kaer o deuz bet ann impalaered paian euz ann amzer-ze lakaat ar pabed d’ar maro, ann Iliz a zo chomet bepred enn he za, hag abarz ar fin ar relijion gristen a zo pignet he unan var ann tron gant ann impalaer Konstantin. Setu aze penaoz, abred pe zivezad, ann Iliz a deu ato da c’hounit ar viktor var ar re a ra brezel d’ezhi. Perak eta kemeret kement a spount pa velomp ober gual vuez d’hor Mamm Zantel ? Difennomp anezhi guella ma c’hellimp, ha goudeze fiziomp var breac’h gallouduz ann Aotrou Doue.
l lodenn vrasa hag al lodenn vella euz ar Spagn a ioa
guech all etre daouarn ann Turked, hag ar re-ma a
rea goall vuez d’ar gristenien hag a zalc’he eur maread
anezho e kaptivite. Ne c’houfe den lavaret peger reuzeudik
oa stad ar gaptived geiz-se, ha gant ann dra-ze
edont dalc’h-mad e riskl da nac’h ho feiz ha d’en em goll da viken. Mes ar Verc’hez e devoue erfin truez
outho, hag a ziskouezaz enn ho c’henver ar garantez
heb he far e deuz bepred evit he bugale.
D’ann ampoent e veve sant Per Nolask, eunn den pinvidik hag a dremene he holl amzer, kouls lavaret, o pedi hag o vedita. Ar zant-ma a veze ato, pell a ioa, o klask gouzout penaos rei sikour d’ann dud fidel a ioa e kaptivite etouez ann Turked. Hogen, eunn nozvez m’edo adarre ar zonj-se enn he spered, ar Verc’hez he-unan en em ziskouezaz dirazhan gant eunn ear laouen, enn eur lavaret oa he bolontez hag hini he Mab e vije savet enn he henor eunn Urs nevez a venac’h evit tenna ar gaptived kristen euz a dre zaouarn ann dud divadez.
Ar c’homzou-ma a lakeaz kaloun Per Nolask da zridal gant ar joa, ha divar n’en devoue mui ken ioul nemed da velet holl venac’h ann Urs nevez presk eveldhan da rei ho buez evit ho nesa.
Mont a eure raktal da gounta da zant Remon Pennafort, he gonfesour, ar pez en doa klevet gant ar Verc’hez ; mes ar Verc’hez e devoa lavaret ive ar memestra da zant Remon. « — Mad, eme Ber Nolask, c’houi eo va zad ; me a raio ar pez a c’hourchemennot d’inn. »
Epad m’edont o kaozeal ho daou, setu Jakez Kenta, roue Aragon, o tont d’ho c’haout : « — Me ive, eme ar roue, am euz guelet ar Verc’hez enn noz-ma, hag em euz bet ali diganthi da zikour sevel ann Urs nevez ma komzit anezhan. » Neuze ec’h en em glevchont ho zri da henvel ann Urs-se Urs ann Introun-Varia-a-Druez evit prena ar gaptived.
Ann Urs nevez a oue savet evit mad d’ann dek a viz eost euz ar bloaz 1218. Ouspenn ar veuiou ordinal a reer er c’houenchou, menac’h ann Introun-Varia-a-Druez a dlie c’hoaz ober veu da jom ho unan da gred evit ar gaptived pa ne vije ket a arc’hant aoualc’h da baea ho ransoun. Jakez Kenta a roaz kounje d’ezho da zougen enn ho c’herc’henn merk he ziell a roue, hag ho Urs a oue kavet mad ive gant ar pab Gregor IX.
Gant bennoz Doue ha dindan patrounach ar Verc’hez, ann Urs nevez-ma en em astennaz heb dale e kement korn a ioa er bed, ha guelet e oue ennhan eur maread tud santel ha karantezuz hag a implije ho holl amzer o tastum aluzennou etouez ar gristenien fidel evit prena ar gaptived geiz. Avechou e choment ho-unan e kaptivite e plas ar re ne c’hellent ket paea ho ransoun.
Hogen, enn avis trugarekaat Doue hag ar Verc’hez evit eur c’hras ker kaer, ann Iliz e deuz lakeat selebri, da genver ann deiz-ma 24 a viz guengolo, eur gouel hag eunn offis a gostez dindan ann hano a c’houel hag offis ann Introun-Varia-a-Druez.
Truezuz braz oa stad ann dud keiz dalc’het enn esklavaj gant ar baianed ; rak, ouspenn m’o devoa kalz poan ha dienez da c’houzanv, danjer a ioa ive evitho da goll ar feiz ha da zaoni ho ene. Eunn dra gaer oa eta rei aluzenn pe labourat da derri ho jadennou.
Beza esklav d’ar pec’hed ha d’ann drouk-spered a zo c’hoaz kalz goasoc’h eget beza kaptiv etouez ann Turked. Mar d-oc’h eta kouezet enn esklavach-se, pedit ive ar Verc’hez da gaout truez ouzhoc’h evel m’e devoue truez guech all ouz ar gaptived kristen a ioa etre daouarn ann Turked. Gant sikour Mari, refuch ar bec’herien, e vezo eaz d’ehoc’h terri ar chadennou a zo o liamma hoc’h ene, ha goudeze e c’hellot kerzet adarre gant joa var hent ar baradoz.
leophas a ioa unan euz a ziskibien Jezuz-Krist, o
chom e Emmaus, diou leo dioc’h Jerusalem. Eunn
diskib all hag hen a ioa o vont di dioc’h ann abardaez,
enn devez m’oa savet hor Zalver euz a varo da veo, p’en
em ziskouezaz Jezuz enn ho c’hichen evel eunn den hag
a ioa o vale dre ar memes hent gantho. Mes hi ne anavezchont
ket ho Mestr, hag a gendalc’haz da gaozeal
entrezho divar benn ar pez a ioa nevez erruet e Jerusalem.
Neuze hor Zalver a c’houlennaz outho : « — Euz a betra e komzit-hu evelse ho taou, ha perak eo ken tenval-ze ho penn ? » Kerkent Kleophas a respountaz : « — Petra ! c’houi zo eta eunn divroad ma ne c’houzoc’h ket ar pez zo c’hoarvezet e Jerusalem enn deiziou-ma ? » « — Pe seurt ’ta ? » eme hor Zalver.
« — N’oc’h euz ket klevet hano, eme ann daou ziskib, euz a Jezuz a Nazareth, eur prophet braz hag a rea a bep seurt miraklou ? Ni a grede oa hennez ar Mesias a c’hortoze ar bobl a Israel ; mes prinsed ar veleien hag ar pennou braz euz a gear o deuz lakeat he goundaoni d’ar maro, ha setu hirio ann trede deiz baoue m’eo erruet ann dra-ze. Hogen, spountet oump bet gant merc’hed euz hon touez, a ioa eat mintin mad d’he vez ha n’ho deuz ket kavet he gorf. Mes elez o deuz guelet, emezho, hag ann elez-se a lavare oa adarre leun a vuez. Raktal hiniennou ac’hanomp a zo redet ive d’ar bez, hag o deuz anavezet oa guir ar pez o doa kountet ar merc’hed. »
Var gement-ma, hor Zalver a lavaraz d’ann daou ziskib : « — Na c’houi zo berr ho spered, ha poud da gredi ar pez zo bet diskleriet gant ar bropheted ! Daoust ha n’oa ket red d’ar C’hrist gouzanv ar poaniou en deuz gouzanvet abarz kemeret perz enn he c’hloar? » Goudeze, enn eur vont euz ann eil levr d’egile euz ar Skritur Sakr, azalek levriou Moizes betek skridou ar bropheted, e tiskouezaz d’ezho sklear ar pez a ioa merket eno divar he benn.
O veza digouezet evelse e bourg Emmaus, Jezuz a reaz ann neuz da skei larkoc’h. Mes ann daou ziskib a lavaraz d’ezhan : « — Chomit ganeomp-ni, Aotrou, rak pardaez eo dija, ha bremaik ema noz. » Hor Zalver a jomaz, hag a ieaz gantho da di Gleophas. Eno e kemeraz eunn tamm bara ha goude beza he venniget hag he rannet etre daou, her c’hinnigaz da zibri d’ann daou ziskib. Kerkent e tigoraz daoulagad ar re-ma, hag ec’h anavezchont ho Mestr. Mes kerkent ive ne veljont mui Jezuz, ha setu hi da lavaret ann eil d’egile : « — Ha n’e ket guir, hor c’haloun a lamme enn hor c’hreiz dre ma komze ouzomp hed ann hent ? » Kleophas hag he goumpagnoun a zistroaz da Jerusalem var ann heur evit kounta d’ann Ebestel ar pez a ioa erruet gantho.
Kleophas, starteat er feiz dre ar pez en doa klevet gant he Vestr ha karget da zeiz ar Pantekost euz a zonezounou ar Spered-Santel, en em lakeaz da brezeg ann Aviel er Judee. Mes ar Iuzevien aheurtet a ieaz enn egar outhan, hag hen lazaz enn he di. He gorf a oue enterret el leac’h m’en doa anavezet hor Zalver d’ann ampoent m’edo o kinnig d’ezhan eunn tamm bara, ha divezatoc’h e oue savet eunn iliz var he vez.
Ar Iuzevien n’oa ket bet falvezet d’ezho anaout Jezuz-Krist evit ar Mesias, enn despet d’ar burzudou a bep seurt en doa great enn ho zouez. Setu perak ive hor Zalver n’en em ziskouezaz ket d’ezho goude m’oa savet euz a varo da veo. Mes en em ziskouez a eure d’he ziskibien, abalamour ar re-ma a grede ennhan hag a glaske anezhan euz a greiz ho c’haloun. Jezuz a ra c’hoaz evelse enn deiz a hirio : dont a ra gant he c’hras da gaout ar re hen digemer a volonte vad ; mes dilezel a ra ive erfin ar re a gendalc’h da ober ar skouarn vouzar outhan, kaer en deuz skei var dor ho c’haloun da c’houlenn digor.
iprian a ioa eur sorser pe eur sorser pe eur majisian braz, o chom
e kear Antioch. Kerkent hag ann oad a zeiz vloaz oa
bet goestlet d’ann doueou faoz gant he dud, ha goude
beza bet er skol gant ann habila majisianed euz he amzer,
oa deuet da veza treac’h d’ezho holl. Eunn den fallakr
oa c’hoaz gant ann dra-ze, ha laza a rea goazed, merc’hed
ha bugale, evit en em zervichout euz ho goad hag euz
ho bouzellou da ober he daoliou sorserez.
D’ann ampoent ez oa ive enn Antioch eur plac’h iaouank, he hano Justina, hag a ioa nevez gounezet d’ar feiz kristen. Ar plac’h iaouank-ma e devoa eur gened dispar, hag eunn devez m’edo o vont d’ann iliz, eunn alvokad paian euz a gear he remerkaz, ha prest goude e c’houlennaz anezhi da bried. Mes Justina e doa dija great he zonj da jom bepred guerc’hez, hag a roaz distro d’ann alvokad.
Hema neuze, dallet gant ann amourouzded, a ieaz da gaout Siprian, hag a lavaraz d’ezhan enn eur denna daou loiz aour euz he c’hodell : « — Anaout a rit-hu enn Antioch eur gristenez iaouank, hanvet Justina ? Mar gellit, dre eunn taol maji, lakaat hounnez d’am c’haret, ann daou loiz aour-ma a vezo d’ehoc’h. »
Ar sorser a respountaz e raje ar pez a c’houlennet diganthan, ha raktal e c’halvaz ann diaoul d’he zikour. Epad teir nozvez dioc’htu, ann diaoul a implijaz he holl ardou evit trei kaloun Justina ; mes koll a reaz he boan, hag ar gristenez iaouank her c’hasaz bep vech divar he zro enn eur ober sin ar groaz hebken. Abarz ar fin ann diaoul a anzavaz oc’h Siprian n’en doa galloud ebed var guir zervicherien Jezuz-Krist.
Ar c’homzou-ma a ieaz doun e spered Siprian. « — Me zo sot, emezhan, o servicha ann drouk-spered, mar d-eo Jezuz-Krist treac’h d’ezhan. » Kerkent e redaz d’en em strinka da dreid eur belek santel, he hano Euzeb, enn eur lavaret : « — Hiviziken me fell d’inn adori Doue ar gristenien. » Euzeb her briataz gant karantez ha gant joa, ha goude beza he gelennet var guirioneziou ar relijion, e pedaz ann eskop Anthim d’he vadezi.
Divar neuze ar majisian braz n’en devoue mui ken sonj nemed da ober pinijenn evit he bec’hejou tremenet. Dija en doa devet he levriou milliget ; mes ann dra-ma ne oue ket aoualc’h d’ezhan. Diskleria a eure dirak ann holl dud fidel ne oa bet diagent nemed eunn troumpler hag eur fallakr, hag en despet da gement-se ne ehane da vouela ha da hirvoudi enn eur lavaret : « — Siouaz d’inn ! siouaz d’inn ! Petra am euz-me great bete vrema ! » Mes ar belek Euzeb a roe nerz d’he galoun enn eur gomz d’ezhan euz a vadelez hag euz a drugarez ann Aotrou Doue.
Epad ann amzer-ze, ar gristenez iaouank Justina a iea ive larkoc’h-larka var hent ar zantelez. Mes etre daou e oue douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien gant ann impalaer Dioklesian, ha Siprian ha Justina a oue galvet dirak Eutolm, gouarner ar Phenisii. Ar gouarner-ma a reaz dispenn korf Justina a daoliou fouet, hag hini Siprian gant ivinou houarn, ha goudeze e roaz urz d’ho stleper ho daou enn eur gaoter leun a bek, a zoa hag a goar, lakeat da virvi enn eunn douez. Mez dont a rejont ac’hano heb beza skaotet tamm ebed. Eutolm, mantret o velet kement all, a lavaraz neuze ho c’has da Nikomedii, el leac’h m’edo Dioklesian d’ann ampoent. Ann impalaer ho c’houndaonaz raktal da veza dibennet, hag ho merzerenti a erruaz d’ar 26 a viz guengolo euz ar bloaz 304.
Ann amourouzded a zo goest da lakaat ann den da verza he ene d’ann diaoul. Beillit eta var ho kaloun gant ar brasa evez enn aoun na ziouante ennhi eur garantez direol bennag, ha na ve ar garantez-se kaoz d’ehoc’h da goueza e nouzped pec’hed nag erfin d’en em goll da viken. Mes, mar fell d’ehoc’h, e guirionez, miret ho kaloun dioc’h ann tan milliget-ze, beillit ive var ho taoulagad hag hoc’h holl skianchou ; dre ar re-ze evel dre gen aliez a brenestr pe a zor ec’h en em zil ann enebour. Diouallit na rofac’h digor d’ezhan.
om ha Damian a ioa daou vreur, ginidik euz a gear
Ejee enn Arabii. Ho mamm a ioa chomet intanvez
gant pemp mab, ha ne espernaz netra evit sevel anezho
e doujans hag e karantez ann Aotrou Doue. Rekoumpanset
mad e oue evit he foan ; rak he femp mab a
deuaz da veza pemp sant ha pemp merzer.
Ann ioul o devoa Kom ha Damian da labourat evit silvidigez ann eneou a reaz d’ezho studia ar vedisinerez, abalamour da gaout easoc’h a ze dor zigor e tiez ar baianed. Heb dale o devoue brud da veza habil-braz var ho micher, hag e ouent klasket da vont e kement leac’h ma veze tud klanv. Evit guir, parea a reant dioc’h ann holl glenvejou, ha dioc’h ar re zoken ne anavezet louzou ebed outho diagent ; n’e ket hebken dre ho deskadurez oa avad, mes dre c’halloud Jezuz-Krist.
Enn eur erruout e tiez ar re glanv, e c’houlennent ato sikour digant Doue dre eur bedenn verr, ha goudeze e reant sin ar groaz var ann dud keiz a veze dalc’het var ho guele. Kerkent e vellea d’ar re-ma, ne veze mui ken tenn varnho hag ho nerz a deue d’ezho adarre a nebeudou. Hag e vijent dija zoken var ho zremenvan, e vezent guelet abarz nemeur ker iac’h ha ker krenv ha biskoaz. Gant ann dra-ze ann daou vedisin kristen ne gemerent morse netra evit ho foan ; er c’hountrol eo, rei a reant el leac’h ma remerkent e veze ezomm.
Traou ker burzuduz dioc’h eur c’hostez ha kement a garantez dioc’h eur c’hostez all a lakea ar baianed da veza leun a istim hag a respet evit Kom ha Damian. Neuze ann daou vreur a gomze d’ezho euz ar guir Doue, euz a Jezuz-Krist hag he Aviel, ha goude beza dija gounezet ho c’halounou, e c’hounezent ive aliez ho sperejou, hag e reant da eur maread anezho dilezel servich ann idolou.
Mes, d’ann ampoent, e oue great eur vrezel kounnaret d’ar gristenien, dre urs ann impalaer Dioklesian, ha Kom ha Damian a oue galvet dirag Lizias, gouarner Ejee. « — C’houi eo, eme ar gouarner, ann daou vedisin a red ar vro evit klask touella ar bobl, dre ho sorserez, da drei kein da zoueou ar rouantelez ? » « — N’e ket sorserien oump, a respountaz ann daou vreur, ha muioc’h a dud a bareomp dre c’halloud hano Jezuz-Krist eget dre hon deskadurez. » « — Red e d’ehoc’h adori hon doueou, eme Lizias, pe en em c’hortoz da veza bourrevet. » « — Ho toueou ne d-int netra, eme Gom ha Damian ; ne adoromp nemed ann Doue en deuz krouet ann env hag ann douar. »
Var gement-se, ar gouarner a ordrenaz ho bourrevi a daoliou kalkenn ejenn, ha goudeze e reaz ho stleper e goeled ar mor, ho zreid hag ho daouarn liammet. Mes eunn eal a dorraz ho liammou, hag ho zennaz ac’hano. Neuze Lizias ho c’houndaonaz erfin da veza dibennet, ha setu ar pez a oue great d’ar 27 a viz guengolo euz ar bloaz 285. Var a greder, ho zri breur all a oue merzeriet ive asambles gantho.
Ar Skritur Sakr a lavar d’eomp henori ar medisin abalamour ma c’hellomp kaout ezomm anezhan. Galvit eta ar medisin var ho tro pa viot klanv, ha bezit leun a fizians el louzou a roio d’ehoc’h. Goulskoude kountit muioc’h c’hoaz var gras Doue : rak louzou ar medisin ne dalvezo da netra ma ne ro Doue he vennoz d’ezhan. Setu perak, enn eur c’hervel var ho tro medisin ar chorf, ne ankounac’hait ket medisin ann ene. Hema hebken a lakai ar peoc’h enn ho spered hag enn ho koustians, ha dre eno ive e pareot kentoc’h a ze, mar oc’h euz da barea ; ha ma n’oc’h euz ket da barea, n’euz nemethan hag a c’hellfe digeri d’ehoc’h doriou ar baradoz. Pegen dall ha pegen diskiant n’eo ket eta ar re ne lakeont klask ar belek nemed pa vezont dija var ho zremenvan !
r zant-ma a ioa mab da Vratislas, duk a Vohem. He
dad a ioa kristen hag eunn den a zoujans Doue ; mes
he vamm hanvet Drahomir, a ioa paianez, ha gant ann
dra-ze c’hoaz oa eur goall vaouez, eur vaouez kriz ha
dinatur. Dre chans, Venseslas a oue savet gant he vamm
goz, da lavaret eo, gant mamm he dad, hag houma, he
hano Ludmill, a ioa eur zantez. Deski a reaz abred d’he
mab-bihan beza devot eveldhi, ha goudeze hen lakeaz
er skol gant mistri habil ha vertuzuz.
Vratislas o veza deuet da vervel, Drahomir a zonjaz gouarn ar vro da c’hortoz ma vije major he mab. Mes ann dudchentil hag ar bobl a skuizaz buhan ganthi, abalamour d’ar vrezel a rea d’ar relijion. Rak c’hoant e doa da bilat pe da zerra ann holl ilizou, da viret na vije prezeget guirioneziou ar feiz d’ann dud fidel ha great katekiz d’ar vugale, ha da lakaat e peb leac’h paianed er c’hargou e plas ar gristenien. O velet kement-se, ann dudchentil hag ar bobl a droaz enn he enep, hag a reaz d’ezhi lezel ar c’houarnamant gant Venseslas.
Ann duk iaouank a oue evit he zujidi eur skouer a bep seurt vertuziou. Miret a reaz ar jastete hed he vuez, ha bez’ ez oa tad ar beorien, ann intanvezed hag ann emzivadet keiz. He-unan e kase beac’hiou keuneud d’ar beorien ha mont a rea da velet ann dud klanv d’ann hospitaliou hag ar brizounierien enn ho frizoun, evit ho c’honzoli hag ho zikour dre he aluzennou. Kement a respet en doa evit ar veleien hag ann traou sakr ma’c’h hade he-unan ar guiniz a dlie servichout da ober bara kan, ha ma rea he-unan ar guin a dlie beza konsakret enn offerenn. Erfin, enn noz ez ea diarc’henn euz ann eil iliz d’eben, dre greiz ann erc’h hag ar skorn, hag e kement leac’h ma leze roudou he dreid noaz ann douar a veze tomm ha ruz gant ar goad.
Goulskoude Drahomir e devoa eur gounnar direiz oc’h Ludmill, abalamour ma c’houie ervad ne rea Venseslas netra heb goulenn kuzul digant he vamm goz. Eunn devez eta, houma a oue lazet gant he merc’h-gaer, hag ann torfed nevez-se great gant he vamm a dreuzaz kaloun ann duk evel eunn taol kleze.
Prest goude, eur prins divar dro, he hano Radislas, a zaillaz gant eunn arme var ar Bohem ; lod a lavar zoken eo Drahomir e devoa aliet anezhan da ober brezel d’he mab. Raktal Venseslas a zavaz ive eunn arme evit mont d’he ziarbenn. Hogen, p’edo ann diou arme ann eil dirak eben, ann duk santel a lakeaz lavaret d’he enebour : « — Mar kirit, emezhan, ni en em ganno hon daou heb-ken, kuit da skuill goad hor zoudarded, hag ar viktor a vezo d’ann hini ac’hanomp a vezo treac’h d’egile. » Radislas a asantaz, ha setu Venseslas hag hen ho daou var ann dachenn a gostez.
Radislas a ioa dija savet he lans ganthan da skei var ann duk a Vohem pa remerkaz daou eal e kichenn hema, ha pa glevaz anezho o lavaret : « — Ne skoit ket ! » Kerkent e tiskennaz divar he varc’h, hag ec’h en em strinkaz da dreid Venseslas enn eur c’houlenn pardoun. Venseslas a reaz ar peoc’h ganthan, ha lud ar Bohem a drugarekea ann Aotrou Doue abalamour m’en doa roet d’ezho eur prins ker mad ha ken doujet.
Mes, kaer en doa, ann duk a ioa ato he vamm a eneb d’ezhan. Drahomir e devoa c’hoaz eur mab all, he hano Boleslas. Ar mab all-ma a ioa bet savet ganthi ; great e devoa anezhan dioc’h he dorn, ha dre ze n’e ket souez e vije eunn den fallakr ha digoustians eveldhi. Eunn devez, ar vamm dinatur-ze hen aliez da laza he vreur dre dreitouriach ha Boleslas a zentaz dioc’htu.
Pedi a eure Venseslas da vont da leina d’he di var digarez m’oa nevez ganet eur mab d’ezhan. Venseslas a ieaz, ha goude lein ec’h en em dennaz enn iliz hervez he gustumm. Epad m’edo eno o kinnig da Zoue ar sakrifis euz he vuez, rak eur gredenn en doa oa tost he heur diveza, he vreur a redaz di gant eur vandenn lamponed eveldhan, hag hen treuzaz var ar plas gant daou daol kleze. He c’hoad a strinkaz ouz ar voger, el leac’h m’her gueler c’hoaz hirio.
Merzerenti sant Venseslaz a erruaz d’an 28 a viz guengolo euz ar bloaz 938. Drahomir, he vamm, ne zaleaz ket da veza skoet gant dorn Doue. Eunn devez, ann douar a zigoraz dindan he zreid, haga lonkaz anezhi ez-veo.
Pegen talvouduz eo ar gelennadurez genta a roer d’ar vugale ! Setu
ama daou vreur savet er memes amzer, kouls lavaret ; unan gant he
vamm goz devot, hag egile gant he vamm paianez. Ar c’henta a deu
da veza eur zant, hag ann eil, eunn den euz ar re falla. Ar c’hemm a zo
entrezho eo ann hini a ioa etre ann diou vaouez o devoa ho c’helennet.
Lakit eta ho poan, kerent kristen, da gelenn ervad ho pugale. Ha pa
vezo ret d’ehoc’h ho c’has d’ar skoliou, taolit evez ouz ar c’henteliou a
ve roet d’ezho.
nn Iliz a ra hirio eur gouel
hag eunn offis a gostez evit
henori sant Mikeal, arc’heal,
hag henori asambles ganthan
ann holl elez euz ar baradoz.
Ann elez a zo sperejou pur
krouet gant Doue evit he adori
hag he zervicha. Abalamour
ma’z int sperejou pur, ec’h
anavezont hag e koumprenont
ann traou kalz guelloc’h eged
ann den. Ouspenn-ze, Doue enn
eur ho c’hroui, ho c’hargaz a
bep seurt donezounou dreist-natur.
Goulskoude ne roaz ket
d’ezho dioc’htu perz enn he
c’hloar. Ho c’hroui a reaz, evit
guir, enn eur stad santel hag euruz ;
mes koueza a c’hellent
euz ar stad-se, ha siouaz ! eleiz anezho a gouezaz.
Ann hini en devoa ar renk huela enn ho zouez oa Lusifer, ha goudeze e teue Mikeal. Ne oa eal all ebed ker kaer ha Lusifer, na nikun hag en devije bet kement a c’hrasou digant Doue. Mes ann ourgouill a c’hounezaz he galoun, hag hen lakeaz d’en em zevel a enep he grouer asambles gant eur maread elez all en devoa touellet da ober eveldhan. Kerkent Mikeal a laoskaz ar griadenn-ma : « — Piou a zo henvel ouz Doue ? » Ha setu hen ha gelver ann holl elez fidel d’he zikour evit ober brezel da Lusifer ha d’he zrouk-elez. Ar re-ma a gollaz gantho, hag a oue kaset kuit euz ann env ha stlapet enn ifern.
Evit rekoumpansi ann elez fidel, Doue a roaz d’ezho hiviziken perz enn he c’hloar hag enn he joauzded, hag abaoue ne c’hellont ket pec’hi. Abaoue ive sant Mikeal a zo deuet da veza ar c’henta anezho e plas Lusifer.
Niver ann elez a zo dreist kount, ha rannet int etre nao geur : ar Seraphined, ar Cherubined, ann Troned, ann Dominasionou, ar Prinsipoteou, ar Puisansou, ar Vertuziou, ann Arc’helez hag ann Elez. Holl e velont Doue egiz m’ema ha tremen a reont ho amzer oc’h he veuli pe oc’h ober ar pez a c’hourc’hemenn. Ar prophet Daniel guech all a velaz eur milion anezho o servicha ann Aotrou Doue, ha mil milion all tro var dro d’he dron.
Ann elez ne ehanont da gana noz-deiz, evel a lavar d’eomp ann abostol sant Iann : « Santel, santel, santel eo ann Aotrou Doue holl-c’halloudek, ann hini a zo bet, a zo hag a vezo euz a viskoaz da virviken ; » pe, evel a lavar ar prophet Isaias : « Santel, santel, santel eo ann Aotrou, Doue ann armeou ; ann douar holl a zo leun euz he c’hloar ! »
Avechou evelato Doue ho digas etouez ann dud da ober eur gefridi bennag. Evelse, ann eal Raphael guech all a oue digaset da ober koumpagnunez da vab Tobias p’edo o vont da gear Rajes dre urs he dad. Divezatoc’h, ann eal Gabriel a oue digaset ive da lavaret da Zakarias en devije eur mab hag a vije hanvet Iann, ha goudeze da lavaret d’ar Verc’hez Vari oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Abalamour da ze e reer elez anezho ; rak ar ger eal a zinifi kannad, unan hag a zo kaset gant eunn all. Ouspenn-ze, peb hini ac’hanomp en deuz eunn eal d’he ziouall, evel a velimp d’ann eil a viz here.
Sant Mikeal oa guech all difennour ar bobl a Israel, pobl Doue d’ann ampoent, bag hirio eo adarre difennour ann Iliz katholik, pried Jezuz-Krist. Bez’ ez eo ive difennour ar Frans, merc’h hena ann Iliz. Erfin, karget eo c’hoaz, var a greder, da gas eneou ar re varo d’ar baradoz pe d’ho zeuler enn ifern, dioc’h ar zetans azo bet douget enn ho c’henver pa’z int erruet dirak ho barner. Ann dra-ma a zo kaoz ma’z euz bet ato etouez ar gristenien eunn devosion vraz evit sant Mikeal, arc’heal, ha ma’z euz savet ilizou hag aoteriou enn he henor e kement korn zo er bed.
Eur maread elez a zo bet kaset kuit euz ann env ha stlapet enn ifern, el leac’h ma chomint da viken, evit eur pec’hed a ourgouill hebken. Koumprenit dre eno peger braz drouk eo ar pec’hed, ha lakit bepred hoc’h holl boan hag hoc’h holl evez d’en em viret dreist peb tra dioc’h ar pec’hed marvel. Trugarekait ive ann Aotrou Doue euz he vadelez enn ho kenver. Rak, m’en divije ho skoet evel ann droug-elez, goude ho kenta pec’hed, e pe leac’h e vijec’h brema, siouas d’ehoc’h !
r zant-ma a ioa ganet enn Illirii, hag a oue savet e
doujans Doue gant he dud. Goudeze e oue kaset da
Rom da ober he studi, hag eno ec’h ankounac’heaz a
nebeut a nebeut ar c’henteliou mad en devoa bet enn he
vugaleach. Evelato ne renaz ket eur vuez direol ; mes
dilezel a eure he zeveriou a relijion, ha ne zonje mui
nemed e gloar ar bed hag enn ebatou. Goulskoude ann
dra-ze ne badaz ket pell.
Ann ioul enn doa da veza brudet dre he zeskadurez a reaz d’ezhan mont da redet bro evit ober anaoudegez gant ann dud habila euz he amzer. Dont a reaz da genta e Frans, hag ac’hano e skoaz d’ann Allemagn. Hogen, e kear Trev, he zaoulagad a zigoraz enn eunn taol kount : guelet a reaz sklear ne oa gloar ar bed nemed avel ha moged, ha divar neuze ec’h en em roaz holl da zervich Doue.
O veza distroet d’he vro, Jerom a jomaz eur pennad enn eur gouent a Akuilee ; mes aoun enn devoue ne vije ket eaz d’ezhan ober he zilvidigez er gouent-se abalamour m’edo eno etouez he gerent, ha setu hen ha treuzi ar mor evit en em denna er Sirii, enn eur plas gouez ha distro a ioa hanvet Kalsis.
Er plas-ma e tremenaz pevar bloaz o lenn ar Skritur Sakr, o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre a bep seurt pinijennou. Mes, kaer en devoa, ann drouk-spered ne leze repoz ebed ganthan. « — Nag a vech, emezhan, o veza va-unan em ermitach, va c’hroc’henn devet gant ann heol evel kroc’henn eur morian, e kave d’inn beza adarre e kreiz ebatou Rom ! Neuze ne ehanenn da vouela ha da huanadi etrezek ann env, ha pa vezenn dare gant ar c’hoant kousket, e c’hourvezenn var ann douar noaz ; mes ne c’hellenn ket zoken moredi... Ia, me paour keaz Jerom, goude m’oann en em goundaonet da veva er prizoun-ze gant ar spount am boa rak ann ifern, me zonje d’inn aliez beza e koumpagnunez tud iaouank, ha goulskoude ne oa enn dro d’inn nemed loaned gouez. Va divoc’h a ioa drouk-livet ha va c’horf ien evel ar skorn ; mes em c’haloun e santenn ato tan ar goall ioulou. Evit mouga ann tan-ma, e chomenn betek eiz dez dioc’htu heb dibri tamm, ha noz-deiz e skoenn var va stomok gant eur mean ken na glevenn eur vouez o lavaret d’inn : Aoualc’h ! aoualc’h ! »
Evit koumpren guelloc’h a ze ar Skritur Sakr, ar Zant en em lakeaz da studia al langach hebreu, eul langach hag a zo diez-braz da zeski. Goudeze e oue beleget gant eskop Antioch, ha divezatoc’h e teuaz da Rom da gaout ar pab asambles gant ann eskop-se. Mes araok oa bet c’hoaz o vizita ann Douar Santel, hag o velet sant Gregor a Nazians e Konstantinopl.
Ar pab Damaz a zalc’haz Jerom ganthan evit he zikour da c’houarn ann Iliz. Karga a reaz anezhan da respount enn he blas d’al liziri a reseve digant ann eskibien. Mes, goude maro ar pab-se, ar Zant a guiteaz Rom adarre evit en em denna e Bethleem, enn eur gouent a ioa nevez savet e kichen kraou ar Mabik Jezuz, hag er gouent-ma e tremenaz ann nemorant euz he vuez.
Jerom en doa lennet kement levr a ioa anavezet enn he amzer, kouls lavaret. Ouspenn-ze, gouzout a rea al langach hebreu hag al langach kaldaik kerkouls hag al latin pe ar gregach. Setu perak e c’houlennet kuzul diganthan euz a gement korn a ioa er bed, hag ar sperejou brasa zoken, evel sant Aogustin, a skrive d’ezhan evit kaout sklerijenn var ar pez ne goumprenent ket mad aoualc’h.
Trei a eure ar Skritur Sakr euz ar gregach hag euz al langach hebreu e latin, hag isplika a reaz he-unan darn anezhi. Erfin, goude beza skrivet c’hoaz eur maread levriou all, ken evit difenn ar feiz katholik a enep ann heretiked, ken evit kelennadurez ann dud fidel, e varvas leun a veritou d’ann tregont a viz guengolo euz ar bloaz 420, oajet a dost da zek vloaz ha tri-ugent.
Da genta. — N’oump ket evit miret da veza tentet ; mes gant sikour gras Doue e c’hellomp ato beza treac’h d’ann dentasion.
D’ann eil. — Ne lezit ket eur zonj fall da greski enn ho spered mes kasit-hi kuit buhan. Epad m’eo bihan ann enebour eo rei d’ezhan taol ar maro.
D’ann trede. — Eunn ene hag a gar Doue a ra kement a zo enn he c’halloud evit tec’het diouz ar pec’hejou dister evel diouz ar re vraz.
D’ar pevare. — Pa lennit eul levr devot, e komz Doue ouzhoc’h, ha pa bedit, e komzit ouz Doue.
emi a ioa ganet e kear Laon a dud a lignez huel. Ar
re-ma a ioa dija var ann oad pa deuaz er bed, hag
hen resevaz digant Doue evel eur bugel a vennoz. Ne
espernjont netra evit rei d’ezhan eunn deskadurez kristen,
ha rekoumpanset mad e ouent evit ho foan ; rak ne
zaleaz ket da ober henor d’ezho dre he furnez, he zevosion
hag he vouiziegez.
Ne oa c’hoaz nemed daou vloaz var’nn ugent pa oue hanvet da eskop e Reims, kaer en devoue klask miret. Ann iskibien all euz ar vro a zonje e c’hellet rei dispans a oad d’ezhan abalamour d’he virit dreist-ordinal. E guirionez, a veac’h e oue sakret eskop ma tiskouezaz oa din euz ar choaz a ioa bet great anezhan enn despet d’he iaouankiz.
Biskoaz eskop ne oue aketusoc’h da holl zeveriou he garg. Tremen a rea he amzer o pedi, o vedita hag o kelenn he bobl, ha ne ehane da labourat a laz-korf evit silvidigez ar bec’herien, ann heretiked hag ar baianed. Prezeg a rea gant kement a nerz ma oue hanvet gant meur a hini eunn eil sant Paol, hag enn he brezegennou ec’h en em zave dreist peb tra a enep ar pec’hejou vil ha mezuz, a laka ann den da veza henvel ouz al loaned ha da goueza zoken izeloc’h egetho. Gant ann dra-ze oa leun a garantez e kenver ar beorien, ha guerza a eure he holl zanvez evit pourvei d’ho ezommou.
Sant Remi eo a vadezaz Klovis, roue Frans, pa zilezaz servich ann idolou evit adori ar guir Doue, goude ar viktor en doa gounezet e Tolbiak. Ar seremoni-ma a oue great gant eur zolanite vraz ha dirak eur maread eskibien all. Ar roue a oue kerc’het d’ann iliz gant ar prosesion, enn eur gana al litaniou ; sant Remi a ioa krog enn he zorn, ha varlerc’h e teue ar rouanez, santez Klotild, hag ar bobl. Ann tiez a ioa stegnet a bep tu d’ar ruiou, ha var ar re-ma ez oa ledet pallennou kaer. Ouspenn-ze, enn iliz ez oa bet devet louzou a c’houez vad hag ez oa eleiz c’houlaou var elum.
Pa erruaz Klovis eno, e kave d’ezhan edo dija er baradoz. « — Ama, emezhan, eo ema rouantelez Jezuz-Krist, el leac h m’oc’h euz lavaret d’inn e vijenn digemeret eunn deiz. » « — Nann, eme Remi, n’e ket ama eo ema ; mes dre ama ez eer di. » D’ann ampoent m’edont ho daou o lakaat ho zreid e chapel ar mean-fount, ar Zant a lavaraz d’ar roue : « — Soublit ho penn, Sikambr (Klovis a ioa euz a vouenn ar Sikambred), adorit ar pez oc’h euz devet bete vrema, ha devit ar pez oc’h euz adoret. »
Goudeze e roaz d’ezhan ar vadiziant. Mes ann hini a ioa karget euz ann oleo sakr n’en doa ket gellet tostaat, kement a dud a ioa enn iliz. Neuze Remi a reaz eur bedenn da Zoue, ha kerkent e tiskennaz euz ann env eur goulm guenn-kann, eur vuredad oleo mirakuluz ganthi enn he beg. Ar Zant a verkaz penn Klovis gant ann oleo mirakuluz-ma, hag ar pez a jome er vured a zervichaz hiviziken da zakri rouaned Frans ; rak ar vured-se a oue miret ato e Reims gant kalz a respet.
Diou c’hoar da Glovis ha tri mil den euz he arme a oue badezet er memes devez. Sant Remi a boaniaz da skleraat sperejou ar re a zalc’he c’hoaz d’ho doueou faoz, ha gant sikour ar roue e teuaz a benn da c’hounit ann darn vuia anezho da feiz Jezuz-Krist. Abalamour da ze en deuz meritet beza hanvet Abostol ar Fransizien.
Ar zant-ma a ioa brudet dre he viraklou. Eunn droiad e tigasaz adarre e buez eur plac’h iaouank hag a ioa nevez maro, hag eunn droiad all e roaz ar prezeg da eunn heretik hag a ioa deuet da veza mud enn eunn taol kount. Erfin, goude beza gouarnet he eskopti epad ouspenn dek vloaz ha tri-ugent, ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou, d’ann trizek a viz genver euz ar bloaz 533, er pevarzekved blavez ha pevar-ugent euz he oad.
Enn he brezegennou sant Remi en em zave dreist peb tra a enep
ar pec’hejou vil ha mezuz. Rezoun en devoa ; rak ar seurt pec’hejou-ze,
ouspenn ma lakeont ann den da goueza e renk al loaned, hag izeloc’h
ken, a gas anezhan var ehun d’ann ifern. Karomp eta ar burete, ha
bezomp ato var evez evit en em ziouall dioc’h kement tra a c’hellfe
beza kountrol d’ezhi. O purete, o chastete, o vertuz ann elez, peger kaer
oc’h-hu ! Pegen din oc’h-hu da veza karet ! Pegement e plijit-hu da
Zoue, ha pegen talvouduz oc’h-hu evit ann den !
r relijion a zesk d’eomp e ro Doue eunn eal da bep
hini ac’hanomp evit hon diouall hed hor buez var
ann douar. « Doue, eme ar prophet Daniel d’ann dud
euz he amzer, en deuz gourc’hemennet d’he elez beilla
varnhoc’h bep kammed a reot. » Ha Jezuz-Krist a
lavar ive enn aviel : « — Lakit evez na veac’h kaoz d’ar
vugale da offansi Doue rak ho elez a vel ato va Zad a
zo enn env. »
Ar gredenn-ze a zo bet hed ar vech kredenn ar Iuzevien guech all ha kredenn ar gristenien var ho lerc’h. Evelse, Judith a lavare pa erruaz e Bethulii goude beza lazet Holophernes : « — Eal Doue en deuz va diouallet epad m’edon o vont ac’hann, keit ha m’ounn bet etouez ann Asirianed, hag epad m’edon o tont enn dro. » Evelse c’hoaz, pa skoaz sant Per var dor ti Iann Mark, e Jerusalem, enn noz m’oa bet tennet euz he brizoun, ann dud fidel a ioa enn ti-ze a zonjaz da genta n’e ket hen oa, mes he eal hebken. Eur plac’h iaouank, o veza eat da gichen ann or hag o veza anavezet mouez ann Abostol, a ziredaz da lavaret d’ezho : « — Per a zo ahont. » Mez hi a respountaz raktal : « — C’houi zo sot, n’e ket Per eo, he eal ne d-eo ken. »
Peb hini ac’hanomp en deuz eta eunn eal evit he ziouall ha delc’her koumpagnunez d’ezhan epad ar vuez-ma, hag ann eal-ze a hanver ann Eal-Mad pe ann Eal-Gardian. Mes pe seurt sikour a ro d’eomp hon Eal-Mad pe hon Eal-Gardian ?
Rei a ra d’eomp a bep seurt sikouriou. Da genta, e ped evidomp. Ar prophet Zakarias guech all a glevaz eunn eal o lavaret d’ann Aotrou Doue : « — Ac’hann da beur, o roue ann armeou, e taleot-hu da bardouni da Jerusalem ha d’ar c’heariou all a Juda m’oc’h euz diskouezet kaout drouk outho ? Setu ama dija ann dekved blavez ha tri-ugent abaoue m’int kouezet enn eur stad reuzeudik meurbed. » Kerkent ann Aotrou Doue a respountaz e pardounje da Jerusalem hag e vije savet he di eno a nevez. Enn histor Job e lennomp ive ar c’homzou-ma, lavaret gant Eliu : « — Mar komz eunn eal evit ann den keaz, Doue en devezo truez outhan hag a lakai fin d’he boaniou. »
D’ann eil, hon Eal-Gardian a ginnig da Zoue hor pedennou hag hon oberiou mad. Ann eal Raphael a lavaraz da Dobias koz, goude m’oa distroet d’he di asambles gant he vab : « — Pa bedac’h enn eur vouela, ha pa’z eac’h enn noz da zebelia ar re varo, me a gase ho pedenn betek tron ann Aotrou Doue. » Hag ann abostol sant Iann, o veza bet douget a spered enn env epad m’edo enn enez Pathmos, a velaz a benn diou vech elez o kinnig da Zoue pedennou ann dud fidel.
D’ann trede, hon difenn a ra a enep ann drouk-spered. Ann diaoul, eme ann abostol sant Per, a zo ato enn hor c’hichen o klask ann tu da daga hon ene. Mes hon Eal-Mad n’hor c’huita ket ken nebeut, hag hor zikour da veza treac’h d’ann diaoul, enn eur lakaat ac’hanomp da zizelei he finesaou ha da bellaat dioc’h ar pec’hed, pe enn eur zigas enn hor spered ar zonj euz a Zoue, euz ar baradoz hag euz ann ifern, pe enn eur obten d’eomp grasou nerzuz da harpa hor zempladurez. Pa vezimp var hon tremenvan, neuze dreist holl hon Eal-Mad ne esperno netra evit miret ouzomp da goueza enn dizesper ha d’en em goll da viken, ha pa’z aimp dirak hor barner, e teui ive ganeomp evit difenn hor c’haoz a enep ann drouk-spered. Erfin, mar bezomp koundaonet d’ar purkator, hon Eal-Mad a deuio di ive d’hor guelet ha d’hor c’honzoli.
D’ar pevare, hon Eal-Gardian a ziouall ac’hanomp pa
vezomp e riskl da gaout eunn drouk bennag. Ped guech
marteze, enn hor bugaleach hag abaoue zoken, eo bet
dare d’eomp beza lazet, devet, beuzet pe goall-c’hlazet,
heb na c’houiemp hon-unan, ha n’euz bet nemed hon
Eal-Mad oc’h hon diouall ?
Hogen, evit ar zikouriou a resevomp digant hon Eal-Gardian, e tleomp d’ezhan tri zra : respet, anaoudegez vad ha fizians. Respet, abalamour m’ema ato enn hor c’hichen : lakit evez, eme zant Bernard, na rafac’h dirazhan ar pez ne gredfac’h ket ober dirak eunn den evel-dhoc’h ; anaoudegez vad, abalamour d’ar garantez en deuz evidomp : hon Elez-Mad hor c’har evel breudeur dre’nn abeg ma’z oump galvet da gaout perz eunn deiz enn ho gloar hag ennho euruzded er baradoz ; fizians erfin, abalamour m’eo karget gant Doue da veilla varnomp bepred.
Ar broiou, ar c’heariou hag ar parreziou o deuz ive peb hini he Eal-Gardian evel ann dud.
Goude Doue hag ar Verc’hez, o pezet eunn devosion dener evit hoc’h Eal-Mad. Pedit-hen aliez, ha livirit d’ezhan da nebeuta eur vech bemdez :
Mirit va c’horf ha va ene !
Va mirit diouz ann drouk-spered,
udik, roue ann Domnonee e Breiz-Izel, eur rouantelez
hag a ioa ennhi hebken eskopti Kerne, eskopti
Leon hag eskopti Treger, en devoue daou vab, hanvet Millio
ha Rivod. Millio a ioa eunn den a zoujans Doue, hag a
oue roue varlerc’h he dad. Rivod, er c’hountrol, a ioa
eunn den difeiz ha fallakr, hag ann ioul en doa da veza
mestr er vro a reaz d’ezhan laza he vreur evit en em
lakaat da roue enn he blas.
Hogen, Millio a leze eur mab, he hano Melar, ha ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz. Rivod a zonjaz laza hema ive ; rak aoun en devoa da veza didronet ganthan divezatoc’h, pa vije deuet enn oad. Kas a eure eta soudarded da lamet he vuez digant ar prins iaouank ; mes ar zoudarded-se a gavaz anezhan kel laouen outho, ker karantezuz ha ken henvel ouz he dad, ma oue tenereat ho c’haloun ha ma’z ejont dioc’htu enn dro da c’houlenn gras evithan. Neuze Rivod, e leac’h rei urs d’hen lakaat d’ar maro, a lavaraz trouc’ha d’ezhan hebken he zorn deou hag he droad kleiz, evit na c’hellje biken manea eur c’hleze na pignat var varc’h ; ha setu ar pez a oue great var ann heur.
Melarik keaz a ioa truezuz meurbed he zoare ; mes Doue n’hen abandounaz ket. Eskop Kerne her c’hemeraz hag a lakeaz anezhan er skol enn eur gouent venac’h. Eno e teuaz heb dale da veza ann devota hag ann habila euz ar vugale euz he oad. O veza n’en doa mui netra da esperout var ann douar, e rea fae var ar bed, hag he vrasa plijadur oa pedi Doue ha sonjal er baradoz.
Great e oue d’ezhan eunn troad arem hag eunn dorn arc’hant, hag en em zervichout a c’helle euz ann troad hag euz ann dorn-ze egiz pa vijent bet kig hag askorn evel he droad hag he zorn all. Kaeroc’h c’hoaz a erruaz ganthan zoken ; rak he droad arem hag he zorn arc’hant a greske ive dre ma kreske he izili all, hag ar mirakl-ma a ziskoueze sklear pegement oa karet gant Doue.
Ar brud euz ar burzudou-ze o veza eat betek Rivod, hema a c’hoanteaz adarre en em zizober euz he niz. Neuze eskop Kerne a gasaz Melar da guzat da di eunn den, hanvet Kerioltanus, hag a ioa o chom er penn pella euz he eskopti. Mes Rivod a c’houezaz ann dra-ze, hag a c’halvaz Kerioltanus da zont d’he gaout. Pa oue erruet, her pedaz da jom da leina, hag epad lein e komzaz outhan evelhenn : « — Mar kirit laza ar prins iaouank a zo enn ho ti, me roio d’ehoc’h madou braz hag eur renk huel em rouantelez. »
Kerioltanus a respountaz e renke da genta goulenn kuzul digant he c’hreg. Hogen, he c’hreg a oue avis e tle eunn tad hag eur vamm lezel gant ho bugale ar muia ma c’hellont a zanvez, ha var gement-se Kerioltanus a zistroaz da lavaret da Rivod oa prest da ober ann taol. Ar vech-ma, he vab hena, hanvet Justin, a ieaz ive asambles ganthan.
Etre daou, he c’hreg e devoue keuz d’ar pez e doa lavaret, hag evit savetei he vuez da Velar e tec’haz ganthan da vaner eunn dijentil euz a Frans. Mes Kerioltanus ha Justin, o veza digouezet er gear, a velaz pe seurt hent o doa kemeret, hag a redaz di var ho lerc’h. Ar prins iaouank ne anaveze ket fallagriez ann daou zen-ze ; rak ar c’hreg e devoa kuzet var he goaz ha var he mab. Kerkent ha ma errujont eta, e lammaz da boket d’ezho, hag hi dioc’h ho c’hostez a reaz ann neuz d’he vriata gant karantez. Goudeze e pedchont anezhan da vont adarre gantho d’ho zi, ha Melar a ieaz heb tamm difizians ebed.
Loja a rejont ho zri e kear Lanneur, hag eno, a greiz he gousk, ar prins keaz a oue trouc’het he benn diouthan gant he zaou goumpagnoun. Mes ar re-ma ne zalejont ket da veza skoet ho-unan gant dorn Doue. Justin a dorraz he c’houzoug enn eur dec’het enn noz euz a Lanneur, hag he dad, o veza savet var eur menez da zellet ouz ann douarou en doa bet digant Rivod evit paeamant euz he dorfed, a gollaz ar gueled enn eunn taol kount hag a varvaz prest goude heb gellout kaout sikour digant den. Rivod a oue ker spountet pa glevaz ann dra-ze ma klanvaz var ann heur gant eur c’hlenved skrijus, hag ar c’hlenved-ma her c’hasaz ive d’ar bez a benn tri devez.
Maro sant Melar a erruaz e tro ar bloaz 798.
Ann ioul da veza mestr er vro a reaz da Rivod laza he vreur ha
klask laza he niz, hag ann ioul da gaout danvez braz a reaz da Gerioltanus
ha d’he vab en em garga da lamet he vuez digant Melar. Mar
oc’h euz enn ho kaloun eur garantez direiz evit madou hag henoriou
ar bed-ma, hastit affo mouga ar garantez-se, pe, a hent all, e lakaio
ac’hanhoc’h da ober nousped pec’hed, ha marteze zoken ann torfejou
ar re c’hrevusa.
r zant-ma a ioa ganet e kear Asiz enn Itali, hag a oue
savet e doujans Doue gant he vamm. Iann oa he
hano badiziant ; mes he dad a ioa marc’hadour, hag a
verze kalz traou d’ar Fransizien. Abalamour da ze e lakeaz
deski ar gallek d’he vab, hag ann dra-ze a oue kaoz
ma oue great Fransez euz a hema.
Enn he iaouankiz oa eunn tammik fougeer ; karet a rea ann dillad kaer hag ar c’houmpagnuneziou ; mes he vuez a oue ato pur, hag ato ive e oue mad da ober aluzenn. He dad a egare o velet peger brokuz oa gant he arc’hant ha gant he draou, hag eunn droiad zoken e skoaz ganthan. Abarz ar fin ez ejont ho daou da balez ann eskop hag eno Fransez a zinaz d’he dad kement tra en doa dija var he hano ha kement en doa guir da gaout divezatoc’h. Rei a eure d’ezhan zoken ann dillad en doa bet diganthan, enn eur lavaret : « — Hiviziken em bezo muioc’h a leac’h da lakaat va holl fizians enn Tad am euz enn env. »
Neuze e viskaz dillad eunn den divar ar meaz, hag ec’h en em lakeaz da ober eur gest evit rapari iliz Sant-Damian ; rak eunn tachad a ioa en doa klevet eur vouez o lavaret d’ezhan enn iliz-se : « — Klask arc’hant, Fransez, da zresa va zi a zo prest da goueza enn he boull. » Evit kas al labour-ma da benn, ec’h en em c’hreaz darbarer he-unan, hag abarz nemeur ann iliz a oue raparet.
Goudeze ec’h en em dennaz e kichen eur chapel hag
a ioa eur c’hart heur bale dioc’h kear Asiz. Ar chapel-ze,
hanvet chapel ar Porsionkul pe Introun-Varia-ann-Elez,
a ioa ive hanter-freuzet ; mes Fransez a reaz evithan,
ar pez en doa great dija evit iliz Sant-Damian, hag heb
dale e oue savet adarre a nevez.
Eunn devez m’edo eno o klevet ann offerenn, e remerkaz ar c’homzou-ma euz ann Aviel : « — N’o pezet nag aour, nag arc’hant, na mouniz enn ho kodell, ha pa’z eot enn hent, ne gasit ganehoc’h na bisac’h, na diou zae, na boutou, na baz ebed. » Kemeret a eure ar c’homzou-ze egiz pa vijent bet lavaret d’ezhan enn he bart he-unan, ha raktal e laoskaz he voutou hag he vaz, hag e tennaz he zillad ordinal evit guiska eur zae hirr, a glozaz enn dro d’he gorf gant eur gordenn. D’ar mare-ze edo o ren he eiz vloaz var’nn ugent.
Var gement-se ec’h en em lakeaz da brezeg ar baourentez hag ar binijenn e peb leac’h, ha dre nerz he brezegennou e c’hounezaz da Zoue eunn niver braz a bec’herien. Hiniennou a c’houlennaz dont da zeski ganthan ar feson da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez, ha Franses ho resevaz hag a skrivaz evitho eur reolenn a vuez.
Hervez ar reolenn-ma, e tlient bale ato diarc’henn, dougen eur zae hebken ha beva bepred divar ann aluzenn heb kaout morse netra var ho hano. Ar Zant a ieaz he-unan da Kom da ziskouez d’ar pab ar reolenn a vuez en doa skrivet evit he ziskibien. Hogen, ne oue ket selaouet da genta. Mes, enn noz varlerc’h, ar pab en devoue eunn huvre, hag enn huvre-ze e velaz iliz Latran prest da goueza ha Fransez o skora anezhi gant he ziouskoaz. Antronoz-vintin ec’h hastaz gelver ar Zant, ha goude beza he vriatet gant karantez, e lavaraz d’ezhan n’en doa nemed meuleudi da rei d’ar pez en doa great.
Fransez, o veza distroet da Asiz, a velaz niver he ziskibien o kreski kement a zeiz da zeiz ma renkaz, e nebeutoc’h eget tri bloaz, sevel ouspenn tri-ugent kouent evit ho loja. Ar Zanta ioa ken humbl ma felle d’ezhan ne vijent hanvet nemed ar Breudeur Bihan ; mes abaoue int anavezet e peb leac’h dre ann hano a Venac’h euz a Urs sant Fransez.
Ar zant-ma a zavaz eunn Urs all evit ar merc’hed, hag eunn all c’hoaz, hanvet Trede-Urs ar Binijenn evit ar re holl, goazed pe verc’hed, ne c’hellent ket kuitaat ar bed. Ar pez a glaske dreist peb tra oa lakaat ann dud d’en em zantifia dre ar baourentez hag ar binijenn. He-unan e veve var ann douar evel eur seraphin, ken tomm oa he galoun e kenver Doue, hag ann dra-ze a oue kaoz ma oue leshanvet he Urs ann Urs seraphik. Ne zebre tamm, kouls lavaret, ha goude beza tremenet ann deiz o prezeg pe var dro ar re glanv, e tremene c’hoaz ann noz o pedi eharz ann aoter pe dirak he grusifi.
Doue en doa roet da Fransez eur c’halloud vraz var ann holl grouadurien : ober a rea anezho ar pez a garie. Eunn droiad ec’h erruaz enn eur plas el leac’h ma’z oa eur maread laboused o kana, ha laboused a bep seurt : lod a ioa var ann douar, lod all er guez ha lod all enn ear. Ar Zant a lavaraz d’ezho : « — Mad a rit, laboused va breudeur, meuli ho krouer p’e guir en deuz roet d’ehoc’h plun ker kaer ha diouaskell da nijal etrezek ann env, ha ma vag ac’hanhoc’h bemdez heb m’o pefe ezomm da labourat. » Epad ma komze, al laboused a ioa chomet sioul hag a zelle outhan enn eur astenn ho gouzoug evit diskouez ar blijadur o doa ouz he glevet. Goudeze ez eaz enn ho zouez, ha nikun anezho ne finvaz ken n’en devoue roet d’ezho he vennoz.
Sant Fransez a Asiz a varvaz e peoc’h e kouet Introun-Varia-ann-Elez d’ar pevar a viz here euz ar bloaz 1226 : ne oa ket c’hoaz pemp bloaz ha daou-ugent echu.
Evit mont d’ar baradoz, ne ket red bale diarc’henn ha beva divar
ann aluzenn evel sant Fransez hag he venac’h ; mes red eo kaout ar
galoun distag dioc’h madou ar bed-ma enn eunn hevelep feson ma ve
guell ganeomp koll ar madou-ze eged offansi Doue dre eur pec’hed
marvel hebken, Setu aze petra zinifi ar baourentez a spered a zo hano
anezhi er c’homzou-ma euz ann Aviel : « Euruz ar re a zo paour a spered,
rak d’ezho eo rouantelez ann env ! »
aoris a ioa ganet enn eur geriadenn var ar meaz, tost
da gear Loudeak enn eskopti Sant-Briek. He dud
n’oant ket pinvidik ; mes evelato e kaschont anezhan
d’ar skol ; rak c’hoant en doa da vont. Hogen, ken troet
oa var ar studi ma’z oa goaz ganthan chom eunn devez
hebken er gear. Eunn droiad, da vare ar c’hounidegez,
he vamm hen dalc’haz da ziouall ann dachenn oc’h ar
brini ; mes ar paotrik a bedaz ann Aotrou Doue ker kalounek
ma c’hellaz dastum ar brini enn eur c’hranch evit
miret na rajent drouk d’ann ed, ha goude beza serret
ann or varnho, e redaz d’ar skol adarre hervez he gustumm.
Dont a reaz heb dale da veza ken habil var skianchou ar bed ha var ar skianchou sakr ma oue resevet doktor. Neuze e reaz he zonj d’en em rei holl da zervich Doue, hag e c’houlennaz guiska sae ar venac’h euz a Urs sant Bernard e Langonet enn eskopti Kerne. Kemeret e oue er gouent-se gant joa, ha raktal ec’h en em lakeaz da gerzet a diz var hent ar zantelez. Abarz nemeur e oue evit ann holl eur skouer a humilite, a vodesti hag a bep seurt vertuziou.
A benn tri bloaz goude e oue hanvet da zuperior, ha diskouez a eure er garg-ma kement a zousder, a basianted hag a furnez, ma’z oa karet hag istimet, n’e ket hebken gant he Vreudeur, mes c’hoaz gant ar brinsed hag ann eskibien. Konan IV, duk a Vreiz, a deue aliez d’he velet, hag ann eskibien divar dro a c’houlenne kuzul ha sklerijenn diganthan p’o deveze eur goall gudenn bennag da zirouestla.
Tregont vloaz a ioa ma c’houarne Maoris kouent Langonet pa roaz ann dilez euz he garg evit kaout muioc’h a amzer da bedi Doue. Mes, etre daou, Konan IV a c’hoanteaz sevel eur gouent nevez euz a Urs sant Bernard e koat Karnoet e parrez Klohar, diou leo dioc’h Kemperle, hag ar Zant a oue choazet ganthan evit kas al labour-ze da benn. Maoris a ieaz di raktal gant daouzek manac’h all euz a Langonet, hag evelse e teuaz da veza ar foundatour hag ann abad kenta euz a gouent Karnoet.
Hogen, ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue eno ; rak ar vro a ioa gouez hag ann douar fall, hag he zaouzek koumpagnoun hag hen a oue meur a vech e riskl da vervel gant ann naoun. Mes Providans Doue ne vankaz morse d’ho zikour hag a bourveaz d’ho holl ezommou, avechou dre zaouarn eunn introun pinvidik euz a Gemperle, hag avechou all ive dre virakl.
Ouspenn ar boan o doa o veva, ar Zant hag he venac’h o devoue c’hoaz eunn dra all da c’houzanv. Ar gouent a ioa leun a razed, hag ar re-ma a zraille ann dillad epad ann noz. Ar venac’h en em glemmaz ouz ho abad, hag her pedaz da rei he valloz d’al loaned-se. Ar zant a glaskaz dre ijin en em zizober euz al loaned kasauz-ze ; mes kaer en devoue ne c’hellaz ket miret outho d’ober droug. Neuze erfin e taolaz he valloz varnho. Raktal kement raz a ioa er gouent a oue lazet gant diou vran vraz, a nije var ho lerc’h hag ho c’hasaz pell ac’hano var bouez ho beg.
Goude beza gouarnet abati Karnoet epad pemzek vloaz, sant Maoris a varvaz eno leun a veritou d’ann 29 a viz guengolo 1191, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent. He gorf a oue enterret enn iliz ann abati, ha goude he varo Doue a ziskleriaz c’hoaz he zantelez dre eleiz a viraklou.
Er bloaz 1880, da viz eost, darn euz he relegou a zo bet kaset euz a Garnoet da Langonet gant eur zolanite vraz. Ar prosesion a ziblasaz euz a Garnoet d’ar zadorn, 7 eur ar miz-se, evit erruout e Langonet d’ar zul, goude beza tremenet ann noz er Faouet. Var ann hent, ann dud fidel a zirede a bep tu da ober henor d’ar Zant, ha tri eskop, eur maread beleien, hag ouspenn kant mil gristen o deuz kemeret perz er zeremoni gaer-ze.
Ann tadou hag ar mammou a vez klevet aliez o klemm abalamour ne zesk ket ho bugale er skol ; mes aliez ive int kaoz ho-unan abalamour ma talc’hont ar vugale-ze er gear var ann distera digarez. Koll eunn devez skol hebken a zo kalz evit eur c’hrouadur ; rak evelse n’e ket eaz d’ezhan mont da heul ar re all, ha pa ne c’hell ket mont da heul ar re all, eur c’hrouadur a deu buhan da fallgalouni ha n’en deuz mui kement a blijadur o studia. Mar oc’h euz eta, tadou ha mammou, kavet eur skol vad ha kristen evit ho pugale, kasit-hi d’ar skol-ze bemdez, hag a nebeut a nebeut e velot anezho o teski kouls hag ar re all, ha marteze zoken guelloc’h egetho.
r zant-ma a ioa ganet e Kologn, hag a roaz ez-vihanik
merkou anat euz he zantelez da zont. Enn he
vugaleach oa dija henvel oc’h eunn den diazezet, ken
nebeut e karie ar c’hoariou ha kement oa troet var al
labour. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel,
mes tud a zoujans Doue oant ive. Kas a rejont anezhan
da Baris da ober he studi, hag eno e teuaz da veza ken
habil e berr amzer ma oue resevet doktor var ar philosophi
ha var ann theoloji. Neuze e oue hanvet da jaloni
e kathedral Reims.
D’ar mare-ze e varvaz e Paris eunn den brudet dre he zeskadurez, hag en doa renet eur vuez direbech hervez ann doare. Goulskoude, epad m’edot o kana offis ann anaoun evit he enterramant, pa errujot gant ar gentel a zo ar geriou kenta anezhi : « Responde mihi, » ar pez a zinifi e brezounek : « Respountit d’inn », ann den maro-ze a lavaraz krenv gant eur vouez spountuz : « — Tamallet ounn gant justis Doue. » Ann holl a oue ker strafillet o klevet kement all ma oue lezet ann enterramant da ober betek antronoz. Hogen, antronoz, pa errujot adarre gant ar gentel Responde mihi, ann hini maro a respountaz krenvoc’h eged enn derc’hent : « — Barnet ounn gant justis Doue. » Var gement-ma e oue gortozet c’hoaz ann devez varlerc’h abarz achui ann enterramant. Mes enn devez varlerc’h ann hini maro a respountaz d’ar memes komzou gant eur vouez skrijusoc’h eget biskoaz : « — Koundaonet ounn gant justis Doue. »
Eunn dra ken estlammuz a skoaz eunn taol pounner e kaloun Bruno ; rak he-unan edo enn enterramant-se, ha klevet a eure freaz ann doktor braz o lavaret oa tamallet, barnet, hag erfin koundaonet gant justis Doue. Raktal e reaz he zonj da guitaat ar bed, hag ez eaz da gaout sant Hug, eskop Grenobl, gant c’houec’h euz he vignouned.
Sant Hug a roaz d’ezho meneziou, hanvet Chartreuz, el leac’h ne oa nemed kerrek ha loaned gouez. Ho c’has a eure di he-unan, ha Bruno hag he c’houec’h koumpagnoun a zavaz eno eur chapel enn henor d’ar Verc’hez, ha seiz toullik-ti, unan evit peb hini anezho. Ann ermitach a ioa e kreiz etre teir garrek vraz hag e kichen eur feunteun, hag ann ermited ne deuent morse ac’hano. Tremen a reant ho amzer o labourat hag o kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. Bemdez e iunent, ha ne zebrent morse a gig, ha pa vijent goall-glanv zoken. Ne event nemed dour, ken nebeut, pe zour livet gant eur banniik guin. Dougen a reant bepred eur porpant reun, ha ne gomzent ann eil ouz egile nemed oc’h red, ha peurvuia dre zin.
Goulskoude, euz ar zeiz ermit ma’z oant da genta, Bruno oa c’hoaz ann humpla hag ann hini a rea ar muia pinijenn. Abalamour da ze e oue choazet gant ar re all evit ho zuperior, hag evelse e teuaz da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h, hanvet Chartreuzed euz a hano ar meneziou el leac’h m’edont o chom.
Mes, a benn c’houec’h vloaz goude, Bruno a oue galvet da vont da Rom gant ar pab Urban II, hag ar pab-ma hen dalc’haz meur a vloaz enn he gichen evit kaout sikour diganthan da c’houarn ann Iliz. Abarz ar fin evelato en devoue kounje da zont kuit, ha neuze ec’h en em dennaz gant eunn nebeut diskibien enn eur plas distro euz ar C’halabr, enn Itali ; esper en doa ne vije ket anavezet eno evel ma’z oa dija e Frans. Mes, kaer en devoue klask kuzat, chas ar c’hount Rojer hen diskuillaz d’ho mestr dre ho harzadennou, eunn devez m’edo ar c’hount-se o chaseal. Ar c’hount, o veza erruet gant ermitach ar Zant, a reaz stad anezhan, ha raktal e lakeaz sevel eur gouent evithan hag evit ar venac’h a ioa asambles ganthan.
Er gouent-ma e varvaz Bruno d’ar 6 a viz here euz ar bloaz 1101, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eur feiz hag eunn devosion dudiuz. Ne oa ket c’hoaz hanter-kant vloaz echu.
Kaozeal kalz a zo aliez noazuz hag ato riskluz. Guella tra zo da ober, evit ren eur vuez santel, eo komz nebeut gant ann dud, ha komz aliez gant Doue. Ann nep ne bec’h ket gant ne deod a zo eunn den parfet, eme ann abostol sant Jakez. Beillit eta var ho teod ; tavit ma n’e ket red d’ehoc’h parlant, ha mar d-eo red d’ehoc’h parlant, mirit bepred enn ho komzou lezennou ar furnez, ann honestiz hag ar garantez.
erj ha Bakus a ioa offiserien enn arme ann impalaer
Maksimian, d’ar mare m’edo ann impalaer-ma o vrezelekaat
er Sirii. Eunn devez, Maksimian a zonjaz kinnig eur sakrifis solanel d’ann doueou faoz, hag a ordrenaz
d’he holl offiserien kemeret perz er zeremoni-ze. Mes
Serj ha Bakus ne d-ejont ket var dro, hag ann impalaer, o
veza remerket ann dra-ze, ho galvaz dirazhan hag a c’houlennaz
outho perak n’o doa ket great evel ar re all. Hi a
respountaz dioc’htu oant kristenien, ha ne adorent nemed
ar guir Doue, krouer ann env hag ann douar.
Ar respount-ma a lakeaz Maksimian da egari, ha setu hen ha rei urs da lamet ho mantell a offiser digant ann daou gristen kalounek evit guiska d’ezho saeou merc’hed, ha d’ho fourmen evelse dre gear ha dirak ann arme, gant eur jadenn houarn enn dro d’ho gouzoug, evit ma c’hellje ar bobl holl hag ar zoudarded ober goab anezho ha c’hoarzin divar ho c’houst. Mes Serj ha Bakus a c’houzanvaz ar vez-se gant joa, hag a jomaz bepred stard enn ho feiz.
Neuze ann impalaer ho c’hasaz da Antiokus, gouarner ar Sirii, hag hema ne espernaz na promesaou kaer, na gourdrouzou, evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann idolou. Mes, o veza ne c’houneze netra varnho, e lakeaz astenn Bakus var eur stern koat, ha goudeze e lavaraz da bevar bourreo dispenn he gorf a daoliou kalkenn ejenn ken n’en devije laosket he huanad diveza.
Enn noz varlerc’h, ar merzer euruz, bel he gurunen d’ezhan dija, en em ziskouezaz da Zerj, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Dalc’hit mad, va c’houmpagnoun a vrezel, ha bezit ato kalet ouz ar boan evit ma vezimp asambles er baradoz goude beza bet asambles enn arme var an douar. » Korf Bakus a oue enterret dre guz gant tud fidel Barbalis, ar gear el leac’h m’oa maro.
Antronoz, Antiokus a dlie mont ac’hano da eur gear all, hanvet Razaph, hag a reaz da Zerj bale araok he garr epad teir leo hent goude beza lakeat guiska d’ezhan var he dreid noaz eur boutou ler hag a ioa begou tachou lemm ennho dioc’h ann diabarz. Mes pa oua erruet ann ofiiser kristen e Razaph, eunn eal a bareaz he c’houliou. Ar gouarner a gemeraz ar burzud-se evit eunn taol maji pe eunn taol sorserez, hag a ordrenaz c’hoaz bourrevi Seij e meur a feson all. Abarz ar fin, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, her c’houndaonaz da veza dibennet, ha setu ar pez a oue great d’ar seiz a viz here, e tro ar bloaz tri c’hant.
He gorf a oue enterret el leac’h m’oa bet merzeriet, ha korf sant Bakus a oue digaset di ive divezatoc’h. Hogen, kement a viraklou a c’hoarvezaz var bez ann daou verzer, ma oue savet eno eunn iliz, ha d’ann iliz-ma e tirede pardounerien a bep tu. Kear Razaph zoken a oue chenchet hano d’ezhi, hag a oue hanvet hiviziken Serjiopolis, da lavaret eo, kear Serj. Ha n’e ket hebken ar gristenien, mes ar baianed ho-unan o devoa eunn devosion vraz d’ar zant-ma. Evelse, Kosroes, roue Pers, hag hen paian goulskoude, a reaz veu da rei d’ezhan eur groaz aour ma c’hounezche ar viktor var eur prins all hag en doa he zidronet. Gounit a eure ar viktor, ha raktal e sevenaz he bromesa.
Ma ro ar Zent avechou sikour d’ar baianed zoken, pebez fizians ne dle ket ar gristenien da gaout ennho ! Mar oc’h euz c’hoant eta da obten eur c’hras bennag digant Doue, en em erbedit ouz he vignouned, da lavaret eo, ouz ar Zent ; it da bardouna d’ho ilizou pe d’ho chapeliou, mes it gant feiz ha devosion, ha ma ne resevit ket ato ar c’hras a c’houlenac’h, e resevot da vihana eur c’hras all bennag hag a vezo talvoudusoc’h evit ho silvidigez. Aliez guech, e leal, ann traou a c’houlennomp a ve noazuz d’hon ene. Doue neuze, abalamour d’he furnez ha d’he vadelez, e plas ar pez a c’helfemp diganthan pe digant ar Zent, a ro d’eomp eunn dra all bennag.
r zantez-ma a ioa ganet er Sueed a dud a lignez huel,
hag a oue devot evel eunn eal azalek he bugaleach.
Ne oa c’hoaz nemed dek vloaz pa glevaz diskleria ar
Basion, hag ann histor truezuz-se a skoaz eunn taol
ker pounner enn he c’haloun ma tiroliaz da lenva. Enn noz varlerc’h, hor Zalver en em ziskouezaz dirazhi he
gorf leun-c’hoad, egiz pa vijet bet o paouff he staga ouz
ar groaz. « — O va Doue, emezhi kerkent, piou eta en deuz
great kement all d’ehoc’h ? » Ha Jezuz a respountaz :
« — Ar re a ra fae var va gourc’hemennou. » Divar neuze
ne c’helle mui sonjal e passion hor Zalver heb skuill
eur mor a zaelou.
Pa oue enn oad da fortunia, Berc’hed a zimezaz da Vulfon, prins a Nerisii, evit senti ouz he zad ; rak hi a vije bet guell ganthi chom bepred guerc’hez. Doue a roaz d’ezhi eiz krouadur, pevar mab ha peder merc’h. Daou anezho a varvaz ez-vihanik, hag ar c’houec’h all a greske bepred e furnez dre ma kreskent enn oad ; rak ho mamm ne esperne netra evit ho c’helenn ervad hag ho hencha da vont d’ar baradoz.
Ar Zantez ne espernaz netra ken nebeut evit dougen he fried d’ann oberiou a zevosion. Boaza a eure anezhan da lavaret bemdez offis bihan ar Verc’hez, ha mont a rejont ho daou da bardouna da Zant-Jakez a Gompostel e Spagn asambles gant ho bugale. Kalz poan o devoue epad ar veach-se, hag enn eur zont ac’hano Vulfon a gouezaz goall glanv e kear Arras e Frans. Mes parea a reaz dre c’hras Doue, ha pa oue distro d’ar Sueed, ec’h en em dennaz enn eur gouent gant asant Berc’hed.
Hogen, mervel a eure eno evel eur zant abarz bloaz goude, ha Berc’hed, deuet da veza intanvez, a rannaz he danvez etre he bugale evit en em rei holl d’ann oberiou a binijenn. Guiska a reaz dillad paour ha dister, ha n’e devoa ket a vez o tibri gant ar beorien enn hospitaliou pe var ar ru ; avechou zoken ez ea da glask ann aluzenn asambles gantho. Tud ar bed a gave abeg ennhi hag a c’hoarze divar he c’houst ; mes hi ne rea van evit kement-se ; rak n’e devoa ken ioul nemed da blijout da Zoue.
Epad ann deiz e tremene kalz amzer dirak ar Zakramant, meulet ra vezo, ha dioc’h ann noz e chome c’hoaz pell hag hirr da bedi enn he chambr. N’e devoa evit guele nemed eur pallenn ledet var ar pave pe var ar zolier, hag enn dro d’he c’horf e touge bepred eur zae reun. Erfin, iun a rea peder guech er zizun, ha da verner, divar bara ha dour.
Araok diskregi euz he danvez, Berc’hed e doa savet e Vastein eunn Urs nevez a leanezed hag a zo anavezet dindan ann hano a Leanezed Sant-Salver. Goulskoude ne gemeraz ket he-unan sae ann Urs-se abalamour ma oue lavaret d’ezhi gant Doue mont da bardouna da Rom ha da Jerusalem. En em lakaat a eure raktal enn hent asambles gant santez Katell, ar iaouanka euz he bugale, hag epad eur veach ken hirr ha ken tenn e kendalc’haz da veva evel a rea diagent.
Enn eur erruout e Rom evit ann eil guech, goude beza bet oc’h ober he zro e Jerusalem, ar Zantez a jomaz klanv eno epad bloaz dioc’htu, ha mervel a reaz erfin leun a veritou d’ann 23 a viz gouere euz ar bloaz 1373, oajet a eur bloaz ha tri-ugent. He c’horf a oue kaset goudeze da gouent Vastein er Sueed.
Doue en deuz diskleriet da zantez Berc’hed, epad he buez, eur maread traou kuzet. Ann traou-ze a zo bet lakeat dre skrid gant ar Zantez, hag ar skrid-ma a zo bet lennet piz meur a vech, ha pouezet peb ger anezhan gant kardinaled ha tud all, heb na ve bet kavet ennhan netra kounlrol d’ar feiz ha d’ar relijion.
Da genta. — N’e ket eur zin vad beva heb eur boan, eunn anken pe eunn dentasion bennag, p’e guir Jezuz-Krist en deuz lavaret : « — Ann nep ne zoug ket he groaz bemdez n’e ket din ac’hanon-me. »
D’ann eil. — Ar bedenn a galoun eo magadurez ann ene, ha dreizhi evel dre eur c’han e skuill Doue varnomp ar gliz euz he drugarez.
D’ann trede. — Ne zilezit ket ar bedenn a galoun, ha pa ne gavfac’h saour ebed ganthi ; mes chomit ato dirak Doue, hag ho polontez vad a zalc’ho leac’h d’ehoc’h a bedenn.
D’ar pevare. — Ann nep a gouez aliez enn eur faot bennag dre
zempladurez ne dle ket dizesperi evit kement-se, mes en em humilia :
ann ourgouill a ra d’ann den fallgalouni, mes ann humilite a ro eunn
nerz nevez d’he galoun.
enis a ioa eur paian euz ar re habila euz he amzer,
hag unan euz ar pennou braz euz a gear Atheenn er
Gres. Kounta a reer e remerkaz ar fallaenn mirakuluz a
oue var ann heol enn deiz ma varvaz hor Zalver var ar
groaz, ha raktal e lavaraz : « — Euz a zaou unan : pe
vestr ar bed a zo beac’h varnhan, pe ar bed he-unan
a zo distreset. »
Ann abostol sant Taol o veza eat da Atheenn da brezeg ann Aviel, Denis a oue gounezet d’ar feiz gant ar re genta, ha prest goude e oue sakret eskop. Neuze e labouraz d’he dro da skleraat sperejou ar re ne anaient ket c’hoaz ar guir Doue, hag he gomzou a zougaz kement a frouez ma kreske bemdez niver ar gristenien e Atheenn.
Etre daou, e oue galvet da Jerusalem, asambles gant ann Ebestel ha diskibien all hor Zalver, evit beza test euz a varo ar Verc’hez, ha bez’ en devoue ann eur da erruout abred aoualc’h evit kement-se. Rak he-unan e verk d’eomp enn he skridou edo var al leac’h pa zispartiaz ene Mari diouz he c’horf, pa oue enterret he c’horf, hag ive pa oue kavet he bez goullou a benn tri devez goude.
O veza distroet da Atheenn, Denis a lakeaz henvel
eunn eskop all enn he blas, ha goudeze e teuaz da Rom
da gaout ar pab sant Klemant. Ar pab-ma hen digasaz
e Frans gant ar belek Rustikus hag Eleutheer, avieler.
Ann tri misioner a reaz da genta eur bale enn Allemagn,
hag ac’hano e skojont da Baris. Hogen, tud Paris a ioa
holl paianed d’ann ampoent ; mes Denis a brezegaz
d’ezho gant kement a nerz ma lakeaz dioc’htu eur maread
da zigeri ho daoulagad da sklerijenn ar feiz ha da c’houlenn
ar vadiziant.
Beleien ann doueou faoz a ieaz enn egar o velet ann dra-ze, hag ar Zant a oue diskuillet d’ar gouarner Fesennin. Hema a roaz urs raktal d’he deuler er prizoun gant he zaou goumpagnoun, ha d’ho skourjeza ho zri betek ar goad. Goudeze e lavaraz astenn Denis var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo dindanhi, evit ma vije rostet he gorf a nebeudou. Mes ar glaou beo ne rejont droug ebed d’ezhan.
Neuze ar gouarner her c’houndaonaz da veza draillet ha debret gant al loaned gouez ; mes Denis a reaz sin ar groaz var ar loaned-se, ha kerkent e teujont da c’hourvez eharz he dreid heb ober drouk ebed d’ezhan ken nebeut. Enn despet d’ar burzud nevez-ma, Fesennin a ordrenaz stleper ar Zant enn eur forn raz evit ma vije devet ez-veo ; mes Denis en em gavaz eno evel ann tri den iaouank e fournez Babilon : ar flammou tan en em jenchaz evithan enn eunn ezennik fresk ha dudiuz.
Abarz ar fin ar gouarner her c’houndaonaz da veza dibennet asambles gant Rustikus hag Eleutheer. Kaset e ouent ho zri var eur menez a ioa e kichen Paris, hag eno e oue trouc’het ho gouzoug a daoliou bouc’hal. Ar menez-se a zo bet hanvet a-c’houdevez Monmartr, da lavaret eo, Menez ar verzerien, ha varnhan eo e saver hirio eunn iliz gaer enn henor d’ar Galoun-Zakr.
Var a gounter, sant Denis a zougaz he benn etre he zaouarn varnhed diou leo ac’hano, betek eur bourg hag a zo deuet abaoue da veza eur gear hanvet Sant-Denis. Eno e oue enterret, ha var he vez e oue savet divezatoc’h eunn iliz el leac’h ma veze enterret guech all rouaned Frans hag ar brinsezed pe brinsezed euz ho lignez.
Merzerenti sant Denis a erruaz e tro ar bloaz 117, epad m’edo a ren he vloaz ha kant. Ar zant-ma en deuz skrivet levriou hag a zo brudet meurbet etouez ann dud habil euz ann Iliz.
Evel Fransizien, e tleomp beza anaoudek-braz e kenver sant Denis p’e guir eo unan euz ar re genta o deuz digaset sklerijenn ar feiz e Frans dre ho frezegennou hag ho labouriou abostolik. Henoromp-hen eta ha roomp meuleudi d’ezhan da zeiz he c’houel ; mes poaniomp dreist peb tra da gerzet bepred var he roudou enn eur veva hervez lezennou ann Aviel, ha nann hervez lezennou pe genteliou ar bed.
r zant-ma a ioa ganet e Spagn, ha mab d’ann duk a
Gandii ha d’ar brinsez Janned a Aragon. He dad hag
he vamm ne espernjont netra evit he zevel e doujans
Doue ; mes a veac’h oa dek vloaz pa varvaz he vamm.
Dre chans en devoa eunn eontr hag a ioa arc’heskop e
Saragos. Ann arc’heskop-ma en em gargaz anezhan
neuze, hag hen lakeaz etre daouarn mistri habil ha vertuzuz.
D’ann oad a zeitek vloaz e oue kaset da balez ann impalaer Charles Pemp. Hogen, o veza ma’z oa eunn den iaouank a zoare, leun a spered ha laouen e kenver ann holl, Fransez a ioa eno e riskl d’en em goll. Mes var evez e veze bepred evit en em ziouall diouz ar pec’hed, ha miret a rea ato he ene iac’h hag he galoun pur dre he aked da dostaat aliez ouz ar zakramanchou ha da c’houlenn sikour digant ar Verc’hez.
Evit senti ouz ann impalaerez Izabel, e timezaz d’ar brinsez Eleonora a Gastro, ha Doue a vennigaz ann dimezi-ze enn eur rei eiz krouadur d’ann daou bried nevez. Mes maro ann impalaerez a lakeaz Borjia da gemeret donjer ouz ar bed.
Izabel a ioa bet sammet e kreiz he brud, ha Fransez a oue karget da gas he c’horf euz a gear Toled da gear Grenad el leac’h ma tlie beza enterret. Enn eur erruout er gear-ma, e roaz urs da zigeri ann arched ; mes kerkent e teuaz anezhan eur c’houez ker krenv ma ne c’helle den he c’houzanv. Goudeze, pa oue dizoloet penn ann impalaerez, ann holl o devoue beac’h oc’h he anaout, ken dishenvel oa dioc’h kent : hi, livet ker brao epad he buez, a ioa brema distrounket-holl hag heuzuz da velet.
Borjia a lavaraz neuze ennhan he-unan : « — E pe leac’h ema ann daoulagad-se a ioa kellemm n’euz ket c’hoaz pell ? Petra eo deuet da veza ann divoc’h-se ker fresk ha ker koant, ar gened-se n’en doa ket he bar ? Hag hounnez eo ann introun Izabel, va mestrez ha va rouanez ? » Enn eur gomz evelse, e reaz he zonj d’en em rei holl da zervich Doue mar chomje beo varlerc’h he bried.
Etre daou e oue hanvet da c’houarner er C’hatalogn, hag er garg-ma e veve dija evel eur manac’h enn he gouent. Ar pez a glaske dreist peb tra oa en em zantifia bemdez muioc’h-mui dre ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn ; mes kement-se ne vire ket outhan da veza fidel da holl zeveriou he stad. Dalc’h-mad e poanie da lamet ar giziou fall euz ar vro, da ziarbenn ann dizursiou, da zifenn guir ha tra peb hini, ha da lakaat ar peoc’h hag ar justis da ren e peb leac’h.
He bried o veza deuet da vervel, Fransez a jomaz c’hoaz pevar bloaz er bed evit pourvei da fortun he vugale ha studia ann theoloji ; mes da fin ar pevar bloaz-se ez eaz enn Urs ann Tadou Jezuisted. Daou-ugent vloaz oa d’ann ampoent. Er bloaz varlerc’h e oue beleget, hag e lavaraz he offerenn genta e chapel maner Loiola.
Goudeze ec’h en em dennaz enn eunn ermitach a ioa e kichen kear Ogaat, hag eno he vrasa plijadur oa mont da glask ann aluzenn er c’heriadennou divar dro, ha deski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale baour. Rak, petra bennag ma kastize ive he gorf dre binijennou kalet, ann humilite oa c’hoaz goulskoude ar vertuz remerket ennhan ar muia, ha ne roe morse d’ezhan he unan nemed ann hano a bec’her.
Goude beza prezeget gant kalz a frouez er Spagn hag er Portugal, Fransez a oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs, ha gouarn a eure he Vreudeur gant kement a furnez hag a zantelez ma’z oa karet hag istimet gant ann holl. Erfin, o veza kouezet klanv e Ferraar, e teuaz ac’hano da Rom, hag er gear-ma e-varvaz e peoc’h, goude beza resevet he zakramanchou diveza ha bennoz ar pab, d’ar c’henta a viz here euz ar bloaz 1572, oajet a zaou vloaz ha tri-ugent.
Eur brinsez, brudet dre he gened ha deuet da veza heuzuz da velet goude he maro, a ra da Fransez Borjia ober he zonj da guitaat ar bed. Eur c’horf maro a zo eur mellezour fidel. Ar mellezouriou all ne ziskouezont d’eomp nemed ar pez on euz doare da veza ; mes eur c’horf maro a ziskouez d’eomp petra oump e guirionez ha petra vezimp eunn deiz. Peger sklear ne veler ket er mellezour-ma ne d’eo holl draou ar bed nemed avel ha moged. Pebez nerz n’e deuz ket ar zonj hebken euz ar maro evit diskar hon ourgouill ha terri nerz hor goall ioulou !
arak a ioa eur zoudard koz, o chom er Silisii d’ar mare
ma tougaz ann impalaer Dioklesian eul lezenn a varo
a enep ar gristenien. O veza bet diskuillet da Vaksim,
gouarner Tars, ar gouarner-ma her galvaz dirazhan, hag
a gomzaz outhan evelhenn :
« — Pehano oc’h euz ? » « — Kristen ounn, » a respountaz Tarak. « — N’e ket ann dra-ze a c’houlennann, eme Vaksim, livirit d’inn hoc’h hano. » « — Kristen ounn, » eme Darak adarre. Var gement-ma ar gouarner a roaz urs da derri he zent d’ar zoudard koz, enn eur lavaret d’ezhan : « — Arabad e d’ehoc’h respount eunn dra e plas eunn all. »
« — Mad, eme Darak, kristen ounn, a lavarann d’ehoc’h eur vech c’hoaz, hag hennez eo va guir hano. Brema, mar oc’h euz c’hoant da c’houzout hirroc’h, va zad a rea Tarak ac’hanon, hag enn arme oann hanvet Viktor. » « — Pe seurt micher oc’h euz hag euz a be vro oc’h ? » « — Soudard ounn, ha Glaodiopolis enn Izaorii eo va bro ; mes, o veza m’oann kristen, em euz kuiteat ar zervich. » « — Penaoz oc’h euz bet ho kounje ? » « — Her goulennet em euz digant Publion, va c’habiten, hag hema en deuz hen roet d’inn raktal. »
Neuze Maksim a lavaraz da Darak : « — Selaouit, truez am euz ouzhoc’h abalamour m’az oc’h koz dija ; mes red e d’ehoc’h senti ouz ann impalaered. Deuit eta da ginnig ezans d’ann doueou evel a reont-hi, e kement leac’h ma vezont. » Mes Tarak a respountaz kerkent : « — Relijion ann impalaered a zo eur relijion faoz. » O klevet ar respount-ma, ar gouarner a lavaraz skei var ginou ar zoudard koz, ha goudeze e reaz he ziviska enn noaz hag he skourjeza. Mes Tarak a jome ato stard enn he feiz, ha Maksim a ordrenaz erfin he deuler er prizoun karget a jadennou.
Etre daou, ar gouarner a ieaz da gear Mopsuest, ha Tarak a oue kaset di d’he heul. Eno Maksim a glaskaz adarre lakaat ar zoudard koz da adori ann idolou ; mes, o velet ne c’houneze netra varnhan, e lavaraz d’ar vourrevien : « — Dalc’hit he zaouarn var glaou beo ken na vezint rostet-holl. » « — Eur pez kaer evit ann dra-ze, eme Darak dioc’htu ; me n’em euz aoun nemed rak eunn tan, rak ann tan a bado da viken enn ifern. » « — Setu ho taouarn rostet-holl, eme ar gouarner ; daoust ha n’e ket poent d’ehoc’h beza fur ha kinnig ezans d’ann doueou ? » « — Ah ! eme Darak, c’houi gred oc’h deuet a benn ac’hanon dija ; n’oc’h ket erruet eno c’hoaz, a drugare Doue, ha ne erruot biken zoken. » « — Stagit anezhan, eme Vaksim, a-istribil oc’h eunn treust, he benn d’ann traon, ha c’houezit tan dindan gant keuneud hag a rai kalz moged. » « — Petra eme Darak, n’em euz ket bet aoun rak ho tan, ha e fell d’ehoc’h va spounta gant moged ! » « — Digasit guinegr ha c’hoalenn, eme ar gouarner, ha taolit anezho d’ezhan enn he fronellou. » « — Ho kuinegr n’e ket krenv, hag ho c’hoalenn n’euz blaz ebed ganthan, » eme ar zoudard koz. « — Lakit moutard etouez. » « — Me lavar d’ehoc’h, Maksim, eme Darak, ho pourrevien zo faziet ; mel eo o deuz roet d’inn e leac’h moutard. » Var gement-se ar gouarner a lavaraz : « — Aoualc’h evit hirio ; kasit-hen d’ar prizoun enn dro. »
Euz a Vopsuest Maksim a ieaz da Anazarb, ha Tarak a renkaz adarre mont d’he heul. Er gear-ze ar zoudard koz a oue faoutet d’ezhan he vuzellou, draillet he vizach, sanket dindan he gazeliou mein begok ruziet oc’h ann tan, trouc’het he ziskouarn, hag erfin diskroc’hennet he benn ha goloet goudeze a c’hlaou beo. Mes, kaer a ioa he vourrevi, chom a rea bepred fidel d’he Zoue ha treac’h e oue ato d’he vourrevien.
Neuze ar gouarner her c’houndaonaz da veza debret gant al loaned gouez. Mes al leonez a oue laosket varnhan a c’hourvezaz eharz he dreid heb ober drouk ebed d’ezhan. O velet ann dra-ze, Maksim a roaz urs d’he zibenna, ha setu ar pez a oue great var ann heur. He verzerenti a erruaz er bloaz 304.
Sant Tarak a ioa eur zoudard koz ha ne grene ket dirak ar gouarner Maksim hag he vourrevien. C’houi a zo ive soudarded da Jezuz-Krist, ha ne dleit ket spounta ken nebeut dirak enebourien ar relijion hag ann Iliz, a zo ker stank enn hon amzer-ni. Peger reuzeudik e veac’h-hu m’o pefe mez oc’h anzao hag o tifenn ho feiz dirak ar seurt tud-se ! Rak neuze Jezuz-Krist en devezo mez ive oc’h anzao ac’hanhoc’h dirak he Dad, ha mar en deuz Jezuz-Krist mez oc’h anzao ac’hanhoc’h dirak he Dad, petra deuot-hu da veza goude ar vuez-ma ?
r zant-ma a ioa ganet enn Itali, ha mab da eur mansouner,
hanvet Jerom. Hano he vam oa Theodora,
hag hen a oue badezet dindan ann hano a Felis. He dud
a ioa kristenien vad ho daou ; mes he vamm a ioa eur
vaouez ar seurt ne vez ket guelet aliez. Deski a reaz abred
d’he mab karet ann Aotrou Doue ha kaout heuz ouz ar pec’hed, hag ar c’henteliou-ze a ieaz doun e kaloun ar
paotrik. He vrasa plijadur enn he vugaleach oa mont
d’ann offerenn ha d’ann offisou all euz ann iliz.
Pa oue enn oad da c’hounit he voued, Felis a oue kaset da zervicha enn eunn ti var ar meaz, hag eno e oue karget da ziouall ann denved. Hogen, mar d-oa aketuz da deuler evez euz he zenved, oa aketusoc’h c’hoaz da veilla varnhan he-unan gant aoun na deuje da zaotri he ene dre eur pec’hed bennag. Merket en doa furm eur groaz var groc’henn eur vezenn zero, ha dirak ar groaz-se e lavare aliez d’he Zalver Jezuz : « — O va Jezuz, me ho trugareka abalamour m’oc’h euz va lakeat da c’henel paour eveldhoc’h. N’em euz avi ebed ouz madou ann douar, ha ne c’houlennann nemed ober ar pez a blij ar muia d’ehoc’h ha kerzet bepred var ho roudou. »
Mes, etre daou, e varvaz he dad, hag e tistroaz d’ar gear evit sikour he vamm ha deski ar vicher a vansouner gant he vreur ; rak bez’en doa eur breur kosoc’h evithan, he hano Silensius, hag hema en doa dija brud da veza eur mansouner euz ar re vella. Mes eur goall den oa a hent all, hag e leac’h servichout da dad da Felis, ne oue evithan nemed eur bourreo.
He gemeret a eure da genta da zarbarer, hag ober a rea d’ezhan dougen beac’hiou hag a ioa dreist he c’halloud. Mes ar paotrik a zonje e pasion he Zalver Jezuz, ha n’en em glemme ket. Avechou he vreur hen lakea er meaz euz ann ti a daoliou treid ; neuze ar paotrik, heb lavaret eur ger na klask en em zifenn, en em denne enn eur c’horn-tro bennag da bedi Doue. Avechou all Silensius ne roe ket he goan d’ezhan, goude m’en deveze labouret a laz-korf epad ann deiz ; mes ar paotrik a ioa boaz da iun teir guech er zizun eunn nebeut bloaveziou a ioa, ha n’en em glemmeket euz ann dra-ze ken nebeut.
Theodora a ioa rannet he c’haloun o velet ar vuez a
rea he mab kosa d’ar iaouanka ; mes he anken a greskaz
c’hoaz pa glevaz lavaret e tlient mont ho daou da vourg
Loro da zevel eunn ti nvez da eur bourc’hiz hanvet Manukchi.
Goulskoude, pa erruaz eno gant he vreur, Felis
ne oue ket abandounet gant Doue.
Manukchi en doa eur verc’h hag a dremene he holl amzer enn he c’hambr o pedi hag o lenn levriou devot. Eunn devez, Felis a lavaraz d’ann dimezell-ze : « — Na c’houi zo euruz abalamour ma c’houzoc’h lenn ! Evidon-me ne c’houzounn ket siouaz ! hag evelato em euz c’hoant d’en em denna enn eunn ermitach bennag evit ober pinijenn epad ann nemorant euz va buez. » « — Pinijenn aoualc’h a rit er stad m’emaoc’h, » eme ann dimezell.
« — Guir eo, eme ann darbarer, kalz poan am euz ; mes muioc’h a garfenn da gaout c’hoaz. » « — Mad, eme ann dimezell, mar fell d’ehoc’h kuitaat ar bed, perak ne c’houlennit ket beza resevet enn eur gouent bennag ? Er c’heariou divar dro ama ez euz meura gouent euz a Urs sant Fransez ; evelse, e Tolentino ez euz unan: it di da velet. »
Felis a zentaz hag a ieaz da Dolentino ; mes superior ar gouent a lavaraz d’ezhan e raje guelloc’h o chom er gear da zikour he vamm p’e guir houma a ioa paour. Pa zistroaz ac’hano da vourg Loro, e klevaz a bep seurt rebechou gant he vreur, ha bez’en devoue zoken eur zaead vazadou.
Mes ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha d’ann oad a drivac’h vloaz e oue resevet erfin e kouent Iesi. Oh ! na kaera deiz a oue evithan ann devez ma viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Fransez ! He ene a oue beuzet enn eur mor a joa, ha neuze ive oue roet d’ezhan ann hano a Zeraphin.
Evit guir, beva a eure er gouent kentoc’h egiz eur seraphin eged egiz eunn den. Bez’e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou, ha dreist peb tra eur skouer a binijenn, a humilite, a basianted hag a zevosion. Doue, dioc’h he gostez, a gargaz he zervicher a c’hrasou dispar. Evelse, ouspen m’en doa ann donezoun a viraklou, ar Zant a c’helle c’hoaz lenn ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar galoun, ha rei da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont.
O veza kouezet klanv, e c’houlennaz dioc’htu he zakramanchou diveza, petra bennag n’oa doare ebed e vije ar maro ganthan, hag a veac’h en doa ho resevet ma tremenaz sioulik d’ann 12 a viz here euz ar bloaz 1604, oajet a bevar bloaz ha tri-ugent.
Ma tle ann holl diouall da ober d’ho nesa ar pez ne garfent ket a ve great d’ezho ho-unan, ar breudeur hag ar c’hoarezed o deuz c’hoaz goasoc’h pec’hed pa ne viront ket al lezenn-ze ann eil e kenver egile. Mar d-oc’h eta ar c’hosa euz a eur vandenn vinored, taolit evez na rafac’h d’ezho ar pez a oue great d’ar zant-ma gant he vreur ; rak ne ve ket brao d’ehoc’h mont dirak Doue gant eunn hevelep samm var ho koustians.
r zant-ma a ioa mab da Ethelred, roue Bro-Zaoz, ha
niz da zant Edouard, roue ha merzer. Ann Danemarkiz
o veza saillet var rouantelez he dad gant eunn
arme vraz, enn amzer ma’z oa c’hoaz krouadur, he vamm
a deuaz ganthan e Frans da di ann duk a Normandi, he
breur, hag eno e tremenaz he iaouankiz. Hogen, he vuez
a ioa ker pur ma ne veze great nemed ann Eal anezhan.
He vrasa plijadur oa pedi Doue, mont d’ann Iliz da glevet ann offerenn, ha kaozeal a draou santel gant ar venac’h hag ar veleien. Gant ann dra-ze e veze ato chentil ha karantezuz e kenver ann holl, ha morse n’ez ea drouk ennhan. N’edo ket e chal ken nebeut gant madou hag henoriou ar bed-ma, ha lavaret a rea oa guell ganthan chom hep beza roue ma renkche skuill goad he nesa ha laza tud evit pignat var ann tron.
Goulskoude ar Zaozon hen anavezaz evitho roue anezho ho-unan, goude maro ar brinsed euz ann Danemark o doa kemeret rouantelez he dad dre nerz ho armou. Raktal e tistroaz d’he vro, hag o veza bet sakret e Wesminster, e labouraz da genta da rapari ann drouk o devoa great ann Danemarkiz.
Ar re-ma o doa pourmenet e peb leac’h ann tan hag ar c’hleze ; ann ilizou a ioa bet devet gantho, ar c’houenchou diskaret, hag ann eskibien kaset kuit euz ho eskoptiou. Edouard a c’halvaz dioc’htu ann eskibien da zont enn dro, hag a reaz sevel ilizou ha kouenchou nevez e plas ar re a ioa bet devet pe freuzet.
Goudeze e roaz d’he zujidi lezennou leun a furnez evit lakaat adarre ar relijion, ar peoc’h hag ann urs vad da ren e kement korn a ioa enn he rouantelez, hag al lezennou-ze a zo bet respetet hed ar vech gant ar Zaozon. Biskoaz Bro-Zaoz ne oue eurusoc’h eged enn he amzer. Enn aoun e veze ato na vije re vec’hiet ar bobl, ha morse ne veze joaiusoc’h eget p’en deveze goullonderet tenzor ar palez evit pourvei da ezommou ann dud keiz. Abalamour da ze oa hanvet tad ann emzivaded hag ar beorien.
He zujidi o doa c’hoant e timezche, hag abarz ar fin e sentaz outho. Mes araok ann eured ec’h en em glevaz gant ann hini en doa choazet evit pried da veva ho daou evel breur ha c’hoar ; rak pell a ioa en doa great veu a jastete. He garantez evit Jezuz-Krist e sakramant ann aoter a ioa ken tener ma veritaz he velet avechou epad ann offerenn dindan furm eur bugel hag a ioa koant evel ann deiz ha laouen evel ann heol.
Edouard en doa ive eunn devosion vraz evit ar Verc’hez,
hag evit sant Per ha sant Iann Avieler. Ne vanke
morse da rei eunn dra bennag d’ar re a c’houlenne ann
aluzenn diganthan enn hano ar zant-ma. Eunn devez,
sant Iann he-unan a astennaz he zorn d’ezhan dindan
furm eur paour keaz goloet a druillou, hag enn eur lavaret
evel ar beorien all : « — Eunn draik bennag, mar
plij, enn hano sant Iann. » Hogen, ar roue n’oa ket
eur guennek enn he c’hodell d’ann ampoent. Petra reaz
neuze ? Lamet ar voalenn aour a ioa ganthan var he viz
hag he rei d’ar paour keaz. Prest goude, sant Iann a
zigasaz ar voalenn aour-ze enn dro, enn eur ziskleria da
Edouard oa dija tost he heur diveza.
Ar roue santel-ma en doa great veu da vont da bardouna da Rom. Mes ar pab hen dispansaz euz ar veu-ze var bouez ma lakaje ann arc’hant en devije dispignet o vont da Rom da zevel eur gouent hag eunn iliz nevez e Westminster enn henor da zant Per. Pa oue echu ann iliz-ma, e oue great ann dedi anezhi gant eur zolanite vraz. Mes ar roue a renkaz mont d’he vele kerkent ha ma oue distro d’he balez, ha goude beza resevet he zakramanchou gant eur feiz beo, e varvaz leun a veritou d’ar pemp a viz genver euz ar bloaz 1066, oajet a bevar bloaz hatri-ugent.
Ar zant-ma n’ez ea morse drouk ennhan, ha c’houi marteze a ia drouk ennhoc’h evit ann distera tra. Goulskoude, ma karfac’h koumpren, n’e ket oc’h egari hag o pennfolli, evel eunn diskiant pe eunn diskiantez, eo e lakeot ann traou pe ann dud da jench. Red e d’ehoc’h poania da drec’hi ann tech fall-ze enn eur voustra var ho kaloun pa zantot anezhi o lammet gant ar vuhanegez, hag enn eur devel ken na vezo tremenet ar barr. Goudeze e c’hellot difenn ho kuir dre gaer mar d-euz great gaou ouzhoc’h, ha kelenn gant dousder ar re o deuz great pe lavaret ar pez a zo displijet d’ehoc’h.
allist a ioa ganet e Rom, hag a oue choazet evit pab
goude merzerenti sant Zephirin. Ar gristenien a
veve e peoc’h d’ann ampoent, hag ar pab nevez a gemeraz
tro ac’hano da zevel eunn iliz enn henor d’ar
Verc’hez enn tu all d’ar ster a reer ann Tibr anezhi.
Meur a iliz all a oue savet c’hoaz d’ar memes mare ;
mes ann holl ilizou-ze a oue pilet d’ann traon pa zirole
adarre ar bersekusion.
Ar pab-ma a greskaz ive eur vered goz el leac’h ma’z euz bet enterret merzerien a villerou, hag ar vered-se a oue hanvet a-c’houdevez gueret Kallist. Erfin, hen eo a reaz eul lezenn euz a iun ann Daouzek Deiziou, a ioa dija ar c’hiz anezhan abaoue ann Ebestel, ha gourc’hemenn a eure d’ann holl dud fidel miret ar iun-ze evit trugarekaat Doue abalamour d’ar grasou a resevent diganthan e peb amzer euz ar bloaz, ha tenna he vennoz varnho ha var ho douarou.
Goulskoude, ma ne glaske ket ann impalaer d’ann ampoent lakaat ar gristenien d’ar maro, ar baianed a ioa er c’hargou huela, ha beleien ann idolou a jome ato kounnaret enn ho enep. Eunn devez m’edo beleien ann idolou o kinnig eur sakrifis d’ann doue faoz Jupiter, pevar anezho a oue lazet gant ar gurun enn eunn tapl kount, hag aoter ann doue faoz a oue pulluc’het. Raktal ar baianed all a dec’haz kuit gant ho spount, hag hiniennou a erruaz betek al leac’h m’edo Kallist o kana meuleudiou ann Aotrou Doue asambles gant he veleien hag ar bobl fidel.
Hogen, etouez ar baianed-se ez oa eunn den a renk huel, he hano Palmaz ; hema a zonjaz dioc’htu oa ar gristenien a ioa kaoz dre ho zorserez d’ann drouk e devoa great ar gurun, ha setu hen d’ar red d’ho diskuill da c’houarner Rom. Ar gouarner a roaz kounje d’ezhan da gas soudarded ganthan evit kregi e servicherien Jezuz-Krist hag ober d’ezho adori ann idolou. Mes ar zoudarded a deuaz da veza dall pa zigouezchont e kichen al leac’h m’edo ar pab gant he veleien hag ar bobl fidel.
Neuze Palmaz a redaz adarre da gounta d’ar gouarner ar pez a ioa c’hoarvezet, hag ar gouarner hag hen en em glevaz da ginnig eur sakrifis d’ann doue Merkuur evit beza treac’h d’ar gristenien. Mes epad ar sakrifis eur plac’h iaouank, hag a ioa ann diaoul enn he c’horf, a griaz a bouez-penn : « — Doue Kallist eo ar guir Doue ! » Kerkent Palmaz a zigoraz he zaoulagad da sklerijenn ar feiz, hag a ieaz dre guz d’en en em strinka da dreid ar pab santel enn eur c’houlenn beza badezet.
He c’hreg, he vugale hag holl dud he di, hag ar re-ma a ioa daou-ugent anezho, a resevaz ar vadiziant asambles ganthan. Goudeze ar pab a vadezaz c’hoaz eunn den all a renk huel, he hano Semplis, gant he drivac’h ha tri-ugent esklav.
Ar brud euz a gement-ma a lakeaz ar gouarner da egari, ha setu hen ha koundaoni ann holl gristenien nevez-se da veza dibennet asambles gant ar belek Kalepod. Ar gouarner a roaz urs er memes amzer da glask Kallist ; rak kredi a rea oa hen ar penn-kaoz m’o doa kement all a baianed troet kein d’ann idolou.
Ar Zant a oue kavet erfin, karget a jadennou, ha kaset d’ar prizoun el leac’h ma oue lezet pemp devez dioc’htu heb tamm. Gant ann dra-ze skoet e veze bemdez ha meur a vech bemdez, a daoliou baz. Mes ar belek Kalepod en em ziskouezaz d’ezhan enn eur lavaret ne vije ket pell mui heb reseo he rekoumpans.
Da c’hortoz, Kallist a vadezaz enn he brizoun eur zoudard hanvet Privat. Ar zoudard-ma a ioa he gorf goloet a c’houliou heuzuz ; mes ar gouliou-ze a oue pareet dre ar vadiziant. Antronoz, paianed kear a grogaz ho-unan er pab santel, ha goude beza he stlejet dre ar ruiou, e taoljont anezhan enn eur puns, eur gordenn enn dro d’he c’houzoug. He verzerenti a erruaz d’ar 14 viz here euz ar bloaz 223.
P’en deuz unan bennag great pe blijadur d’ehoc’h, nebeuta a rit eo he drugarekaat, ha m’o pefe ankounac’heat hen ober, o pefe poan ha mez goudeze. Hogen, Doue ho karg bemdez euz he c’hrasou ; hag aketuz oc’h-hu ive da ziskouez d’ezhan hoc’h anaoudegez vad ? Nag a dud zo siouaz ! hag a vank aliez d’ann dever-ze ! Nag a re all zoken hag a implij oc’h offansi ho c’hrouer ar spered, ar c’horf, ann nerz hag an danvez o deuz resevet diganthan ! Ne c’houfe ket beza goasoc’h ingrateri eged houma, ha goulskoude nag a vech marteze oc’h euz great ann dra-ze hoc’h-unan !
hereza a ioa ganet e kear Avila e Spagn a dud a lignez
huel hag a zoujans Doue. He brasa plijadur enn he bugaleach oa lenn buez ar Zent asambles gant he
breur iaouanka. O velet pe seurt poaniou o deuz gouzanvet
ar verzerien guech all, he breur hag hi a zavaz
c’hoant gantho da veza merzeriet ive evit ar feiz, hag
eunn devez setu hi ha tec’het euz ar gear dre guz evit
mont d’ann Afrik ho daou, enn esper beza lakeat d’ar
maro gant ann Turked. Mes eunn eontr d’ezho ho diarbennaz
hag ho digasaz enn dro da di ho zud.
Thereza ne oa c’hoaz nemed seiz pe eiz vloaz d’ann ampoent. Mes gant ann amzer e teuaz da laoskaat e servich Doue. O veza kollet he mamm d’ann oad a zaouzek vloaz, ec’h en em lakeaz da lenn levriou euz ar seurt ne vez hano ennho nemed a amourouzded, ha goudeze e reaz he c’hamaladez euz eur garez d’ezhi hag a ioa eur penn skanv. Evelse e oue touellet a nebeut a nebeut da garet ar bed, ann dillad kaer hag ar c’houmpagnuneziou. Evelato ne zonje e netra fall evit kement-se ha ne gouezaz morse e pec’hejou braz ; mes var ann hent da goueza edo, ha setu perak Doue a ziskouezaz d’ezhi divezatoc’h ar plas a ioa ouz he gortoz enn ifern m’e devije kendalc’het da ren ar vuez-se.
Goulskoude he zad a remerkaz ar jenchamant a ioa ennhi, ha raktal e lakeaz anezhi enn eur gouent leanezed euz a Urs sant Aogustin. Eno Thereza a zigoraz he daoulagad var stad he ene, hag heb dale e teuaz adarre da veza ken devot ha biskoaz. Neuze e reaz he zonj da vont he-unan da leanez, mes enn eunn Urs all, enn Urs Karmes.
Ugent vloaz oa paoue resevet enn Urs-ma, hag epad ann trivac’h vloaz kenta Doue he lezaz enn eur zec’hor vraz, evit rei tro d’ezhi da baea ar boan dleet da faotou he iaouankiz, petra bennag n’oant ket faotou grevuz. Mes, o veza ma oue bepred aketuz da bedi ha da gastiza he c’horf dre ar binijenn, Doue a rekoumpansaz erfin he fidelite enn eur garga anezhi a c’hrasou dispar.
Hiviziken, p’en em lakea da vedita, e veze dalc’h-mad douget a spered betek ann env, ha neuze e kleve gant Jezuz komzou dudiuz evel ar re-ma : « — Divar hirio c’houi a vezo va fried, ha den ne c’hello lakaat disparti entrezomp. — O veza ma’z oc’h va fried, ar pez a zo d’inn-me a zo d’ehoc’h ive. — Divar vrema e tleit, evel eur guir bried, klask va gloar e peb tra. »
Thereza dioc’h he c’hostez a garie kement he Zalver stag ouz ar groaz ma’z oa kustumm da lavaret : « — O va Jezuz, guell eo ganen mervel eget beva heb kaout poan. » Eunn droiad e velaz enn he c’houent eur paotrik bihan hag a ioa koant evel ann deiz, ha setu hi ha goulenn ouz ar paotrik-se piou oa. Mes ar paotrik a respontaz : « — Livirit d’inn da genta piou oc’h hoc’h-unan. » « — Me, eme ar Zantez, eo Thereza Jezuz. » « — Mad, eme ar paotrik d’he dro, me eo Jezuz Thereza. » Setu aze pebez karantez a ioa etre ar Zantez hag he fried euz ann env.
Thereza a ioa galvet gant Doue da zigas Urs Karmes d’he stad koz, da lavaret eo, da lakaat al leanezed da viret ar reolenn a vuez a heuliet da genta enn Urs-se, hag a ioa kalz strisoc’h eged ann hini a heuliet d’ann ampoent. Mil boan e devoue o tont a benn euz ann dra-ze ; great e oue goab anezhi, grozmolet e oue enn he enep, ha ne oue espernet netra evit miret outhi da ober ar pez e doa lakeat enn he spered.
Mes ne fallgalounaz ket evit kement-se, hag o veza kavet peder leanez hag a gounzante miret eveldhi ar reolenn genta euz ann Urs, ez eaz gantho da eur gouent nevez e devoa hanvet kouent Sant-Joseph. Ne ouent ket pell eno na falvezaz da eur maread re all kemeret skouer dioutho, ha niver ar re all-ma a greskaz kement gant ann amzer ma renkaz ar Zantez sevel evitho eur gouent ha tregont heb kounta hini Sant-Joseph.
Thereza a reaz evit ar venac’h euz a Urs Karmes ar
pez e devoa great dija evit al leanezed, da lavaret eo, e
lakeaz ar venac’h-se da viret ive ar reolenn genta euz
ho Urs evel al leanezed. Mes koueza a eure klanv e kouent
Alb, ha goude beza resevet he zakramanchou diveza
gant eunn devosion vraz, he ene pur a nijaz d’ar baradoz
dindan furm eur goulmik venn, d’ar 14 a viz here euz
ar bloaz 1582. Ar Zantez a ioa neuze o ren he eiz vloaz
ha tri-ugent.
Ne lennit morse, tud iaouank, al levriou n’ez euz hano ennho nemed a amourouzded, ha tec’hit bepred dioc’h koumpagnunez ar botred pe ar merc’hed a zo skanv ho fenn ; a hent all, ho plas a zo dija ive merket enn ifern evel hini santez Thereza, petra bennag n’oc’h ket c’hoaz marteze kouezet e pec’hejou braz. Al levriou n’ez euz hano ennho nemed a amourouzded hag ar goall goumpagnuneziou a zo daou ampoezoun evit ar galoun, hag ann daou ampoezoun-ze a roio abred pe zivezad ar maro d’hoc’h ene ma ne ziouallit ket outho.
onogan, Guenn pe Guennegan, a ioa ganet e maner
ar Palud e kichen Landerne, hag a oue savet e doujans
Doue gant he dud betek ann oad a zeiz vloaz. Neuze
e oue kaset da Gemper, el leac’h ma’z oa eur skolach
braz d’ann ampoent, hag a benn eiz vloaz goude ez eaz
da Landevennek da studia ann theoloji.
Eno e chomaz pevar bloaz all, hag epad ann amzer-ze abad hag holl venac’h ar gouent a ioa souezet o velet peger santel oa dija he vuez. Goulskoude, pa oue echu he studi ganthan, he dud her galvaz d’ar gear ; rak c’hoant o doa d’he zelc’her er bed. Setu perak e kaschont anezhan da balez Giomarc’h, kount a Leon, da zeski embrega ann armou.
Konogan n’oa ket troet var ann dra-ze. Evelato e sentaz ouz he dud, ha keit ha ma oue e palez ar c’hount a Leon e oue ive evit ann holl eur skouer a furnez hag a bep seurt vertuziou. Mes dont a reaz buhan da inoui, hag a benn pemp bloaz e c’houlennaz kounje da zistrei d’ar Palud.
Neuze e tiskleriaz d’he dud e felle d’ezhan en em rei holl da zervich Doue. He dad hag he vamm a enebaz outhan da genta ; mes abarz ar fin hen lezchont da ober he volontez, ha kerkent Konogan en em lakeaz e stad da reseo ann Ursiou sakr. Eur vech belek, e oue plaset e kear Landerne ; mes goude maro he dad e kuiteaz he blas evit mont da jom d’ar Palud, el leac’h ma savaz eur chapel kaer tost d’ar maner. Er chapel-ma ec’h offerenne bemdez, hag evel eunn eal oa ouz ann aoter.
He vamm o veza deuet da vervel ive, Konogan a lavaraz kenavo d’he vaner evit mont da ober he ermitach enn eur plas distro bennag, pell dioc’h koumpagnunez ann dud. Mes he zantelez hen diskuillaz, hag heb dale ar bobl a ziredaz a bep tu d’he gaout evit en em erbedi d’he bedennou ha goulenn kuzul diganthan. Hogen, ann dra-ze a vire outhan da veva he-unan gant Doue hervez he c’hoant, ha setu perak e tec’haz ac’hano evit en em denna e kouent Landevennek.
Sant Guenole, abad ar gouent-ma, hen digemeraz gant joa hag a viskaz d’ezhan sae ar venac’h. A veac’h en devoue Konogan guisket ar zae-ze ma oue treac’h d’ar venac’h all dre he humilite, he garantez evit he nesa, he basianted hag he zousder. Ne finve ket euz ann iliz, ha ne skuize morse o vedita var draou ann env. Beva a rea divar dour, bara groz ha griziou louzou, ha ne gouske nemed var bazennou ann aoter pe var ar pave.
Dre ali sant Guennole, Konogan a zavaz eur gouent er Palud hag a roaz ar gouent-ma da abati Landevennek gant ann douarou en doa he-unan e Lanloezok e parrez Plouzeniel. Mes etre daou e varvaz sant Korantin, eskop Kerne, hag ar chalonied a ioa nec’het o klask gouzout piou da henvel enn he blas. Ar vikel vraz a ordrenaz iun epad tri devez dioc’htu evit goulenn sklerijenn digant Doue, hag a benn ann trede devez ann holl a roaz ho mouez da Gonogan.
Daou jaloni a ieaz da Landevennek da gas ar c’helou-ze d’ar Zant. Hema a glaskaz da genta tec’het diouz ar zamm a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz ; mes asanti a eure abarz ar fin, hag o veza bet sakret eskop, e labouraz heb ehana, evel sant Korantin, evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan. Kemeret a reaz perz enn eur c’honsil a oue asamblet e Guened, er bloaz 468, gant sant Perpet, eskop Tour. Ar c’honsil-ma a zougaz eur zetans a eskummunugenn a enep ar vuntrerien hag ann testou faoz, hag a reaz c’hoaz eur maread lezennou all. Konogan a zinaz dre ann hano a Albin pe Albinus, eur ger latin hag a zinifi Guenn e brezounek.
Ar zant-ma a varvaz leun a veritou e tro ar bloaz 469, pe zivezatoc’h zoken, hag he gorf a oue enterret e kathedral Kemper. E parrez Penhars, e kichen ar gear-ma, ez euz c’hoaz hirio eur chapel savet enn he henor, ha d’ar chapel-ze ez eer da bardouna evit beza pareet dioc’h ann derzienn. Rak Doue en deuz diskleriet santelez Konogan, epad he vuez ha goude he varo, dre eunn niver braz a viraklou.
Tud ar zant-ma a enebaz outhan da genta pa ziskleriaz d’ezho en doa c’hoant d’en em rei holl da zervich Doue ; mes abarz ar fin e lezchont anezhan da ober he volontez. Setu aze petra dleit da ober ive, tadou ha mammou kristen, pa lavar ho pugale d’ehoc’h o deuz c’hoant da vont da velek pe da leanez. Enebi a c’hellit outho da genta, gant aoun na ve ann dra-ze nemed eur froudenn a zo tremenet dre ho spered. Mes, mar guelit eo eunn dra lakeat kalet enn ho fenn gant ann Aotrou Doue he-unan, e renkit plega ha lezel anezho enn ho roll ; rak ho pugale a zo da Zoue araok beza d’ehoc’h.
r plac’h euruz-ma a ioa ganet enn eur bourg a eskopti
Aotun, hag a gemeraz a-vihanik hent ann huela santelez.
A veac’h oa deuet eunn tammik skiant d’ezhi ma’z
oa he brasa plijadur en em strinka d’ann daoulin evit rei
he c'haloun da Zoue enn eur groaza he daouarn. He devosion
ne reaz nemed kreski gant ann oad, hag evit beza
henvel ouz Jezuz-Krist, e devoa dija choazet evit pried,
ec’h en em lakeaz da ober kement a binijenn ma kouezaz
klanv. Mes parea a eure enn eunn taol kount da fin
eunn naved e devoa great asambles gant he mamm.
Neuze Doue a zigasaz d’ezhi eur groaz all. He zad o veza deuet da vervel, he mamm a gemeraz tud da labourat he douarou ha da zelc’her ann tiegez enn he flas ; rak hi ne c’houie netra dioc’h al labour douar. Hogen, ann dud-se a falvezaz d’ezho ober ho mistri d’ann intanvez geaz ha d’he bugale, ha Mac’harid-Mari e devoue mil boan gantho. Mes gouzanv a rea he foan heb en em glemm ; rak desket e devoa dija gant he Zalver Jezuz beza bepred dous hag humbl a galoun.
Goulskoude, pa oue enn oad da fortunia, ann dud-se a deuaz da veza chentiloc’h enn he c’henver. Ober a rejont d’ezhi guiska dillad kaer hag en em ziskouez er c’houmpagnuneziou ; rak c’hoant o doa e timezche, hag hennez oa ive c’hoant he mamm. Ar Zantez a oue lakeat nec’het-maro gant ann dra-ze, ha chom a eure eur pennad enn entremar o klask gouzout e pe du trei. Abarz ar fin evelato Jezuz a c’hounezaz ar viktor var he c’haloun, ha setu hi da c’houlenn beza resevet e kouent leanezed ar Vizitasion e Pare-Ar-Monial.
Resevet e oue gant joa, ha raktal e oue remerket ennhi ann holl vertuziou a dle eul leanez da gaout. Goude beza great he veuiou, e oue karget da genta da entent ouz ar re glanv ; goudeze e oue lakeat da ober skol, hag erfin e oue hanvet da veza da dosta d’ar zuperiorez.
Epad ann amzer-ze, hor Zalver he-unan ne ehane da gelenn he zervicherez ha da gomz outhi a greiz ma veze o pedi pe o vedita. Diskouez a reaz d’ezhi meur a vech he galoun zakr dindan furm eunn heol skeduz, hag eur vech all dindan furm eunn tron great gant flammou tan. Enn dro-ma e velet ennhi sklear merk ann taol lans ; var c’horre ez oa eur groaz, ha tro var dro, eur gurunenn spern. Neuze Jezuz a lavaraz d’ar Zantez e felle d’ezhan e vije lakeat imach ar galoun-ze dirak ann dud evit ne jomchent mui kaledet enn ho fec’hed.
Divezatoc’h, enn eur ziskouez he galoun d’ezhi adarre, hor Zalver a ziskleriaz freasoc’h c’hoaz da Vac’harid-Mari ar pez en doa c’hoant a vije great. « — Setu aze, emezhan, ar galoun e deuz karet kement ann dud, hag a zo karet gantho ken nebeut. Mes ar pez a ra muia poan d’inn eo ienien hag ingrateri ar re a zo en em voestlet d’am zervich. setu perak me ho ped da lakaat ober eur gouel enn henor d’am c’haloun, d’ar guener varlerc’h eizved ar Zakramant. Evit selebri mad ar gouel-ze, e tleer kommunia ha goulenn pardoun diganen evit ar fae a zo bet great varnon epad m’edon a vel d’ann holl azioc’h ann aoter. Me ro d’ehoc’h va ger e skuillinn va grasou gant largentez var gement hini am henoro hag a rai d’ar re all va henori evelse. »
Pa’z eaz ar Zantez da gounta ann dra-ze d’he zuperiorez, houma n’he c’hredas ket da genta. Al leanezed all a zonjaz ive edo Mac’harid-Mari oc’h huvreal, hag er meaz euz ar gouent kouls hag er gouent e oue kemeret gant ann holl evit eur randonen pe eur follez.
Mes Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel : « — Ann env hag ann douar a dremeno ; va c’homzou-me avad ne dremenint ket. » Mac’harid-Mari a ioa karget gant hor Zalver da lakaat ober eur gouel evit henori he galoun zakr, hag ar gouel-ma a zo selebret hirio e kement korn a zo er bed katholik.
Ar Zantez a deuaz eta a benn euz he labour, kaer en devoue ann ifern klask kaeat outhi, ha bez’e devoue ann eur da velet ann devosion d’ar Galoun-Zakr oc’h en em astenn dija enn he amzer. Hiviziken e c’helle mervel e peoc’h, p’e guir e devoa great ar pez a c’houlenne Doue diganthi, ha d’ar seitek a viz here euz ar bloaz 1690, e roaz he ene d’he c’hrouer a greiz m’edot oc’h he noui. Mac’harid-Mari a ioa neuze o ren he fevar bloaz ha daou-ugent.
« Setu aze ar galoun e deuz karet kement ann dud, hag a zo karet
gantho ken nebeut !… » Meditit a zevri var ar c'homzou-ze, ha guelit
petra oc’h euz da ober evit rapari ho ienien hag hoc’h ingrateri e
kenver ar galoun zakr hag adorabl-se. Kement a garantez dioc’h eur
c’hostez, ha ken nebeut dioc’h eur c’hostez all : pebez dizurs ha pebez
dislealded ! Roit eta pelloc’h d’ho Salver ar pez a dleit d’ezhan hag a
c’hortoz diganehoc’h abaoue keit amzer !
ukas a ioa ginidik a Antioch,
hag a studiaz ar vedisinerez enn
he iaouankiz. Eur mestr penturer
oa ive var a gounter, hag ober a
eure seiz taolenn hag a ioa varnho
patrom pe imach ar Verc’hez. Unan
euz ann taolennou-ze a virer c’hoaz
hirio e Rom gant kalz a respet.
Goude ma oue gounezet d’ar feiz, Lukas a reaz koumpagnunez da zant Paol enn he holl veachou abostolik. Evelato bez’en devoue ive ann eur da anaout meur a hini euz ar re o doa heuliet hor Zalver epad he vuez var ann douar, ha deski a eure gantho ar peb brassa euz ar pez en doa great pe lavaret Jezuz-Krist keit ha m’oa bet o prezeg he Aviel, ar pez en doa gouzanvet e Jerusalem ha var menez Kalvar, hag ar pez a ioa c’hoarvezet pa zavaz adarre euz a varo da veo. Lakaat a reaz ann traou-ze holl dre skrid evit kelennadurez ann dud fidel, ha setu al levr a hanver Aviel sant Lukas.
Mes kement-se ne oue ket aoualc’h evit ar zant-ma.
Skriva a eure c’hoaz histor ann Ebestel ho-unan, hag
enn histor-ma e verk penaoz e pignaz hor Zalver Jezuz-Krist
enn env, petra reaz ann Ebestel goude m’oa diskennet
varnho ar Spered-Santel, dre be seurt burzudou
e teuaz ar feiz d’en em skigna dre ar bed, hag e pe feson
e veve ar gristenien genta. Lukas en doa skrivet he Aviel
dioc’h ar pez en doa klevet gant diskibien hor Zalver ;
mes histor ann Ebestel a skrivaz dioc’h ar pez en doa
guelet he-unan.
Sant Paol a ra d’eomp he veuleudi e nebeut komzou. « — Lukas, emezhan, a zo brudet e peb leac’h dre he aked da labourat evit silvidiguez ann eneou. » Enn eul lizer all, e hanve anezhan he vuia karet, hag epad m’edo er prizoun e Rom, e lavare c’hoaz : « — Ne jom ganen nemed Lukas. »
Goude merzerenti ann Abostol, Lukas a brezegaz ann Aviel enn Itali, enn Dalmasii hag er Masedoan. Ac’hano e teuaz d’ar Gres, hag eno e varvaz d’ann oad a bevar bloaz ha pevar-ugent. Ne c’houezer ket d’ar just pe seurt maro en devoue ; mes ar pez zo sur eo en deuz bet kalz da c’houzanv epad m’edo o prezeg ar feiz, hag evelse, ma n’e ket marvet dre ar verzerenti, e c’heller ato lavaret eo bet merzer aoualc’h epad he vuez. He relegou a oue kaset divezatoc’h da Gonstantinopl asambles gant relegou sant Andre, ha lakeat enn iliz ann Daouzek-Abostol.
Da genta. — Grit d’ar re all ar pez a garfac’h a ve great d’ehoc’h hoc’h-unan ma veac’h enn ho flas.
D’ann eil. — Grit vad d’ar re a ra drouk d’ehoc’h, ha pedit evit ar re ho tamall e gaou hag a voall-gomz ac’hanhoc’h.
D’ann trede. — Mab Doue n’e ket en em c’hreat den evit koll ann eneou, mes evit ho zavetei.
D’ar pevare. — Goulennit hag e resevot, klaskit hag e kavot, skoit var ann or, hag e vezo digoret d’ehoc’h.
D’ar pemped. — Euruz ar re a zelaou komzou Doue, hag a ra ar pez zo merket ennho.
D’ar c’huec’hved. — Ne varnit ket ar re-all, ha ne viot ket barnet.
D’ar seizved. — Ne’z euz netra kuzet na vezo, eunn deiz, dizoloet.
r zant-ma a ioa ganet e bourg Alkantara e Spagn, hag
a roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa oue kavet
eunn devez enn iliz o pedi Doue kalounek, var bennou
he zaoulin adren ann ogrou. D’ann oad a c’houezek vloaz
ez eaz enn Urs sant Fransez, ha bez’e oue raktal enn
Urs-se eur skouer a bep seurt vertuziou.
Pa oue echu he bevar bloaz var’nn ugent ganthan, e oue beleget, hag a benn bloaz goude e oue hanvet da zuperior e kouent Introun-Varia-Ann-Elez. Neuze e oue karget da brezeg, hag hen ober a eure gant kement a frouez ma ne c’houfe den niveri ar bec’herien a lakeaz da jench buez. Eur maread tud a guitea ar bed hag ho madou, goude beza he glevet o sarmoun, evit en em rei holl da zervich Doue.
Etre daou e oue kaset da eur gouent all, mes ato evel superior. Ar gouent-ma a ioa enn eur vro c’houez hag enn eul leac’h distro, hag ann dra-ze a blije muioc’h d’ar Zant. Rak ar pez a glaske dreist peb tra oa beza he-unan gant Doue, hag he holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi hag o vedita.
Eunn eston eo ive hag eur skrij zoken klevet hano euz he binijennou. Da genta, ne zave morse he zaoulagad da zellet ouz den, ha ne anaie ar venac’h all nemed dioc’h ho mouez. Beva a rea bepred divar bara ha dour, nemed enn he gozni e kemere, ouspenn, eunn nebeut louzeier hanter-boaz. Ne rea peurvuia nemed eur pred bep tri devez, hag avechou e chome eiz dez dioc’htu heb dibri tamm. O trec’hi ar c’hoant kousket eo en devoue ar goasa krogat evel a anzavaz he-unan oc’h santez Thereza. Goulskoude gounit a eure erfin ar viktor, hag epad daou-ugent vloaz ne gouskaz nemed eunn heur hanter bemnoz azezet var he zeuliou hag he benn harp ouz ar voger. He gambr a ioa ken enk ma n’en doa ket a blas da c’hourvez.
E kreiz ar goanv ha pa veze rusta ann amzer, e talc’he digor prenest ha dor he gambr evit kaout muioc’h a riou, ha ne lakea morse boutou ebed da vont er meaz. Ato ive, pe e vije glao pe erc’h, pe e vije tomm-skaot ann heol, e kerze diskabell, hag ann dra-ma a rea abalamour m’ema Doue e peb leac’h hag evit kemeret skouer dioc’h hor Zalver, ne oa netra var he benn ken nebeut epad he basion. Gant ann dra-ze c’hoaz e touge bepred eur c’houriz houarn enn dro d’he gorf, hag ec’h en em skourjeze he-unan diou vech bemdez a daoliou chadenn.
Ar Zant a ioa deuet evelse da veza ker kastiz ma ne oa mui nemed ar relegou anezhan. Mes Doue hen rekoumpansaz o rei d’ezhan er bed-ma eunn tanva euz a joauzted ar baradoz. Aliez e veze douget a spered betek ann env, hag avechou zoken he gorf a zave dioc’h ann douar dre nerz ar garantez a ioa enn he galoun.
Per a Alkantara a labouraz kalz da lakaat ar venac’h euz he Urs da heul ar reolenn genta a ioa bet roet d’ann Urs-se gant sant Fransez, ha bez’en devoue ann eur da velet eur maread anezho o senti outhan. Sikour a reaz ive santez Thereza da ober ar memes tra evit leanezed Urs Karmes.
Abarz ar fin e kouezaz klanv e kear Avila, hag eno e varvaz e peoc’h d’ann 18 a viz here euz ar bloaz 1562, goude beza resevet he zakramanchou diveza hag enn eur lavaret ar c’homzou kenta euz ar zalm Laetatus sum : « Plijadur am euz bet o klevet ar c’helou-ma : Mont a raimp da di ann Aotrou Doue. » Diskleriet en doa he-unan da be heur e varvche, ha kerkent ha ma oue tremenet, santez Thereza a velaz a bell he ene o nijal d’ar baradoz. Goudeze ec’h en em ziskouezaz d’ar zantez-ma e kreiz eur sklerijenn gaer ha dudiuz, hag e lavaraz d’ezhi : « — O pinijenn euruz, e deuz meritet d’inn eur c’hloar ker braz. » Sant Per a Alkantara a ioa d’ann ampoent o ren he dri bloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma a zigore dor ha prenest he gambr, pa veze ar goanv
enn he c’hoasa, evit kaout muioc’h a riou, ha pe e vije glao pe erc’h,
pe e vije tomm-skaot ann heol, ato e kerze diskabell. Penaoz e kredomp-ni
eta, pec’herien ma’z oump, ha pec’herien vraz marteze, klemm
gant ar ienienn er goanv ha gant ann dommder enn hanv ? E leac’h
grozmolat pa gavomp ann amzer re ien pe re domm, kinnigomp da
Zoue ar boan on euz gant ann dra-ze, evit paeamant euz ann hini on
euz meritet dre hor pec’hejou, hag evelse ar boan-ze a zervicho d’eomp
da ober hor purkator er bed-ma ha da greski hon rekoumpans er bed all.
r zant-ma a ioa ganet e bourg Kenti, er Pologn, a dud
honest hag a zoujans Doue. Eur paotrik fur ha devot
oa dija enn he vugaleach, ha pa oue enn oad, e oue
kaset d’ar skol ha zoken d’ar skolach. Goudeze ez eaz da
Grakovii da studia ar philosophi hag ann theoloji, hag
eno e oue resevet doktor. Neuze e oue karget da rejanti
d’he dro.
Hogen, ar rejant-ma ne glaske ket hebken ober tud habil euz he skolaerien ; mes klask a rea dreist peb tra ober anezho tud vertuzuz ha kristenien vad. O veza bet beleget, e labouraz gant muioc’h a aked eget biskoaz d’en em zantifia he-unan ha da zantifia ar re all. He galoun a ioa rannet o sonjal pegement e veze offanset bemdez ann Aotrou Doue, hag ar zonj-se a rea d’ezhan diroll da vouela a greiz lavaret he offerenn. Enn eur gemmesk evelse he zaelou gant goad Jezuz-Krist, ne ehane da c’houlenn truez ha pardoun evit ar bec’herien.
Etre daou e oue hanvet da bersoun, hag er garg nevez-ma ne espernaz nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou he barrisioniz. Bez’ ez oa dreist holl tad ar beorien, hag alies e roe d’ezho lod euz he zillad ha betek he voutou zoken, p’en em gavent ganthan var ann hent. Neuze e laoske he vantell da goueza betek ann douar evit ne vije ket remerket e teue divoutou d’ar gear.
Eur zulvez vintin, enn eur vont d’ann iliz, e velaz
eur paour keaz astennet var ann erc’h, hag hen enn noaz
kouls lavaret. Raktal Iann a denn he zoudanenn evit he
lakaat enn dro d’ar paour keaz-se, ha goudeze e kas hema
ganthan d’ar presbital hag e ra d’ezhan azeza ouz he
daol da zijunia.
Mes ar Zent o deuz bet aoun ato rak ar gount o devije da renta da Zoue euz ann eneou a veze fiziet ennho. Ann aoun-ze a grogaz ive e Iann a Genti, ha setu hen eunn devez ha kuitaat he barrez evit mont adarre da rejanti. Mes he zeveriou a rejant ne virent ket outhan da labourat evit silvidigez he nesa, hag ann amzer a jome ganthan, goude beza great he skol, a implije holl o sarmoun, pe o pedi hag o vedita.
Ar pez a denerea he galoun dreist peb tra oa ar zonj euz a basion hor Zalver, hag evit lakaat ar zonj-se dounoc’h c’hoaz enn he spered, ez eaz he-unan da Jerusalem. Eno, ann ioul en doa da veza merzer a reaz d’ezhan prezeg ann Aviel d’ann Turked ; mes, kaer en devoue, ne c’hellaz ket gounit ar gurunenn a verzerenti.
Ar zant-ma a ieaz ive peder guech da bardouna da Rom dre zevosion evit Kador sant Per, hag evit ober he burkator er bed-ma, evel a lavare he-unan. Ann holl veachou-ze a reaz var he droad, eur pakadik traou ganthan enn he zorn pe dindan he gazel. Eunn droiad, eur vandenn laeroun a ziframmaz diganthan ar pakadik traou-ze, enn eur c’houlenn ha n’en doa netra all ebed. Iann a respountaz nann ; mes goudeze e teuaz da zonj d’ezhan ez oa eunn nebeut peziou aour griet enn he vantell, ha kerkent e redaz da lavaret d’al laeroun en doa ankounac’heat ar peziou aour-ma, Al laeroun a jomaz mantret oc’h he glevet, hag a lezaz he aour ganthan. He bakadik traou zoken a rojont d’ezhan ive enn dro.
Iann a denne ann tamm euz he c’hinou evit terri he naoun d’ar paour, ha ne ehane da gastiza he gorf dre ar binijenn. Dougen a rea bepred eur c’houriz reun, ne gouske nemed var ann douar noaz ha ne zebre nemed ar pez a renke da zibri evit chom beo. Epad ann tregont vloaz diveza euz he vuez e reaz ato vijil. Goude he skol, ne vanke morse da vont d’ann iliz da adori ar Zakramant, meulet ra vezo, hag he spered a veze dalc’h-mad gant Doue. Mervel a eure, karet ha respetet gant ann holl, d’ar 24 a viz kerzu euz ar bloaz 1473, oajet a zek pe c’houezek vloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eur maread miraklou, araok ha goude he varo. Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/720 da ober brezel da C’hrasian. Rak diskennet oa var douar Frans gant eunn arme a gant mil den ; mes ar zoudarded-se n’oant ket holl soudarded romen : eunn dek pe zaouzek mil Bretoun a ioa ive enn ho zouez, ha kabiten ar re-ma oa Konan Meriadek.
Hogen, Maksim a rekoumpansaz ar Vretouned hag ho c’habiten enn eur rei d’ezho ar vro a zo etre Roazon hag ann Naoned dioc’h eur penn, ha Brest ha Montroulez dioc’h ar penn all. Ar vro-ze a ioa hanvet Arvorik d’ann ampoent ; mes abaoue eo hanvet Breiz Vihan pe Vreiz hebken ; rak pell zo ne reer mui nemet Bro-Zaoz euz a Vreiz Vraz.
Konan Meriadek hag ar Vretouned all a ioa deuet asambles ganthan da heul Maksim a gemeraz peb hini he lod euz ar beg douar a ioa roet d’ezho. Mes var ar beg douar-ma oa rouez ann dud d’ar mare-ze, ha goulskoude Konan hag ar Vretouned all a ioa c’hoaz potred iaouank ann darn vuia anezho, hag o doa c’hoant da fortunia.
Ann impalaer Maksim en doa c’hoant ive e timesjent, ha setu hen ha skriva da Vreiz Vraz da c’houlenn merc’hed evitho. Evit Konan, ho c’habiten, ann impalaer a c’houlenne dre he hano ar brinsez Ursula, merc’h d’ar roue Dionok.
Eunn hevelep goulenn ne oue ket kavet dizoare e Breiz Vraz, ha raktal e oue klasket e kement korn a ioa er vro merc’hed iaouank da zigas da Vreiz Vihan. Ar roue Dionok he-unan a roaz he asant evit he verc’h, hag unnek mil blac’h iaouank a oue dastumet e kear Loundrez ha lakeat goudeze asambles gant Ursula el listri a ioa eno ouz ho gedal.
Mes, pa oue diblaset al listri-ma, e savaz goall amzer hag avel gountrol, hag e leac’h mont etrezek Breiz Vihan, e ouent poulzet etrezek ann Allemagn. Erruout a rejont enn eur porz-mor hag a ioa ennhan d’ann ampoent eunn arme a baianed, deuet dioc’h kostez ann Hanter-Noz da zikour ann impalaer Grasian d’en em zifenn a enep Maksim.
Ar guel euz a gement all a listri karget a verc’hed iaouank a lakeaz goad ar baianed-se da virvi gant tan ar Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/722 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/723 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/724 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/725 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/726 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/727 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/728 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/729 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/730 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/731 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/732 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/733 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/734 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/735 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/736 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/737 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/738 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/739 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/740 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/741 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/742 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/743 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/744 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/745 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/746 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/747 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/748 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/749 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/750 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/751 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/752 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/753 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/754 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/755 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/756 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/757 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/758 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/759 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/760 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/761 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/762 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/763 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/764 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/765 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/766 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/767 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/768 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/769 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/770 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/771 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/772 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/773 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/774 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/775 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/776 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/777 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/778 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/779 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/780 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/781 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/782 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/783 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/784 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/785 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/786 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/787 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/788 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/789 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/790 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/791 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/792 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/793 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/794 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/795 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/796 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/797 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/798 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/799 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/800 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/801 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/802 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/803 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/804 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/805 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/806 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/807 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/808 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/809 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/810 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/811 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/812 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/813 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/814 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/815 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/816 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/817 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/818 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/819 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/820 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/821 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/822 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/823 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/824 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/825 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/826 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/827 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/828 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/829 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/830 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/831 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/832 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/833 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/834 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/835 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/836 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/837 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/838 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/839 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/840 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/841 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/842 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/843 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/844 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/845 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/846 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/847 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/848 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/849 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/850 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/851 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/852 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/853 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/854 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/855 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/856 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/857 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/858 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/859 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/860 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/861 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/862 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/863 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/864 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/865 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/866 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/867 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/868 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/869 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/870 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/871 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/872 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/873 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/874 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/875 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/876 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/877 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/878 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/879 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/880 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/881 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/882 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/883 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/884 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/885 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/886 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/887 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/888 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/889 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/890 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/891 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/892 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/893 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/894 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/895 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/896 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/897 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/898 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/899 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/900 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/901 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/902 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/903 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/904 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/905 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/906 MediaWiki:Proofreadpage pagenum templatePajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/907