Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/869

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 a Gerzu
861
sant servul, ann den seizet


E kreiz he boan hag he ziezamant, Servul ne ehane da drugarekaat Doue evit ar groaz pounner en doa da zougen. Ne gave ket d’ezhan zoken e c’hellje meuli Doue aoualc’h epad ann deiz, hag abalamour da ze e lakea c’hoaz ann noz da zikour. Peger reuzeudik bennag ma’z oa he stad, e veze bepred laouen evel ann heol.

He vamm hag eur breur d’ezhan a ioa o chom asambles ganthan, hag a veve eveldhan divar ann aluzennou a reseve. Kalz traou a veze digaset d’ezhan, rak ann holl o devoa truez outhan ; mes ne zalc’he evithan nemed ar pez a ioa red evit miret na varvche gant ann naoun, hag ann nemorant a roe d’ar beorien all goude m’o deveze he vamm hag he vreur kemeret ho fred. Evit guir, n’e ket hen a roe, rak ne c’helle ket manea he zaouarn ; mes he vamm hag he vreur a roe enn he leac’h hag euz he berz.

Ar beorien all en em zastume aliez enn dro d’ezhan evit beza test euz he zousder hag euz he basianted, ha klevet ganthan eur gomz vad bennag. He vele a deue evelse da veza eur gador brezeg, hag ar pez a lavare divar ar gador-ze a veze aoualc’h avechou evit lakaat ar bec’herien da jench buez.

Erfin, pa blijaz gant Doue rekoumpansi he zervicher, Servul a zantaz ar boan en devoa enn he izili all o c’hounit he galoun. Raktal e koumprenaz oa tost he heur diveza, ha setu hen ha lavaret d’ar re a ioa var he dro sevel enn ho za hag en em lakaat da bedi da c’hortoz ma tremenje. He-unan e pede asambles gantho guella ma c’helle pa laoskaz eur griadenn enn eunn taol kount, enn eur lavaret : « — Peoc’h ! peoc’h ! ne glevit-hu ket ar c’han dudiuz a zo er baradoz ? » Mervel a eure a greiz m’edo o selaou ar muzik-se euz ann env, ha kerkent e teuaz enn he gambr eur c’houez vad-dreist, ar seurt n’oa ket bet klevet biskoaz. Ar c’houez-ma a badaz betek ma oue lakeat he gorf er bez. Hogen, enterret e oue enn iliz Sant-Klemant, el leac’h ma virer c’hoaz he relegou.


SONJIT ERVAD

N’eo ket pec’hed beva dioc’h ann aluzenn pa ne c’heller ket gounid. Enn eur c’houlenn he vara e c’hell ann den beza mignoun da Zoue.