bet kaset. Mes ne vevaz ket pell eno, ha mervel a eure gant ann dienez d’ann 22 a viz kerzu euz ar bloaz 362. Henoret eo evel merzer abalamour d’ar pez en deuz gounzanvet evit ar feiz ; rak, evit beza merzer, n’e ket red ato skuill he c’hoad pe rei he vuez, aoualc’h eo gouzanv eunn dra bennag evit difenn ar feiz hag ar relijion.
Mar d’oc’h pinvidik pe den e karg, bezit prest, evel ar zant-ma, da goll ho madou hag ho plas, ha da c’houzanv beza kaset er meaz euz ho pro pe daolet er prizoun, kentoc’h eged ober netra hag a ve kountrol d’ar feiz ha d’ar relijion. Evelse o pezo ive perz e mirit ar verzerien guech all, hag er c’hloar a ra brema dudi ho eneou er baradoz. Ma teufac’h da argila, ouspenn ar gaou a rafec’h ouzoc’h hoc’h unan, c’hui a rafe gual skuer d’ann nesa ; ha n’euz ket goasoc’h pec’hed eged hennez pa laka da zisken varnomp malloz ann Aotrou Doue.
r zant-ma a ioa eur paour keaz euz a Rom hag a ioa
seizet he holl izili outhan azalek he iaouankiz. Eharz
dor iliz Sant-Klemant edo o chom, hag eno e reseve ann
aluzenn digant ann dud vad, pa vezent o vont d’ann
iliz pe pa deuent er meaz. Ato e renke beza gourvezet,
ha ne c’helle na sevel enn he za, nag azeza var he
c’houanvez, na kas he zorn d’he c’hinou, na trei euz ann
eil kostez d’egile.
O veza ma’c’h anaie mad he relijion, e tremene he holl amzer o pedi pe o vedita var basion ha maro hor Zalver, ha morse ne laoske eur glemmadenn. Biskoaz n’oa bet er skol ; goulskoude eunn devez e lavaraz prena d’ezhan levr ar Skritur Sakr, ha goudeze e pede ar venac’h a deue d’he velet da lenn d’ezhan eunn dra bennag el levr-se. Enn eur glevet lenn ar Skritur Sakr evelse a bennadou, e teskaz anezhi he-unan dindan evor, ha divar neuze he vrasa plijadur oa kana salmou pe zonjal enn traou kaer a zo enn Aviel.