guech all e kenver ar bobl a Israel pa oa ar bobl-se dare da vervel gant ar zec’hed. » Raktal e kouezchont holl d’ann daoulin, ha pa oue echu ho fedenn gantho, ar Zant a remerkaz var eunn dorgenn eunn oan hag a ziskoueze eur plas d’ezhan gant he droad deou. Klemant a doullaz ann douar er plas-ma, ha kerkent e tidarzaz ac’hano eunn eienenn ker krenv m’o devoue ar vengleuzierien baour dour aoualc’h da eva hiviziken heb renkout mont pell d’he glask.
Ar brud euz ar mirakl-se o veza eat dre ar vro, ar baianed a zirede a bep tu da velet ar feuntun mirakuluz. Ann dra-ma a roaz tro d’ar Zant da gomz d’ezho euz ar guir Doue hag euz hor Zalver Jezuz-Krist, hag heb dale e c’hounezaz eur maread anezho d’ar feiz.
Betek pemp kant a vadezaz avechou enn eunn devez, hag a benn bloaz goude, ne oa mui kouls lavaret paian ebed er vro varnhed kant leo round. Templou ann doueou faoz a ioa pilet e peb leac’h, hag enn ho flas ez oa savet pemp iliz ha tri-ugent.
Pa erruaz ar c’helou-ze gant ann impalaer Trajan, hema a gasaz eunn offiser d’ar C’hersonez gant urs da staga eunn heor ouz gouzoug Klemant ha d’er stleper evelse e goeled ar mor. Ann offiser a reaz ar pez a ioa ordrenet d’ezhan, hag ar Zant a oue beuzet d’ann 23 a viz du euz ar bloaz 100 pe var dro.
Goulskoude ann dud fidel a ioa en enn zastumet holl var bord ar mor enn eur vouela hag enn eur hirvoudi. Abarz ar fin, daou anezho a lavaraz : « — Pedomp asambles evit ma plijo gant Doue diskouez d’eomp relegou he verzer. » Kerkent ar mor en em dennaz varnhed eul leo dioc’h ann aod, ha var ann treaz en doa lezet dizolo e oue guelet eur chapelik marbr, hag hen koant meurbed, Er chapelik-se ez oa eur bez mean el leac’h m’edo korf ar Zant, hag ann heor a ioa bet staget ouz he c’houzoug a ioa ive e kichen.
Relegou sant Klemant a oue digaset da Rom divezatoc’h, ha lakeat enn iliz a ioa dija savet eno enn he henor.