Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/796

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
788
23 a viz Du
sant klemant, pab ha merzer



ann trede var ’nn ugent a viz du


SANT KLEMANT, PAB HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue gounezet d’ar feiz gant ann ebestel sant Per ha sant Paol. Goudeze e sikouraz sant Paol da brezeg ann Aviel, ha sant Per da c’houarn ann Iliz, hag ann daou abostol-ma a oue ato leun a istim evithan. Sant Paol a gomz anezhan enn unan euz he liziri, hag a lavar oa skrivet he hano var al levr a vuez. Pe seurt meuleudi a c’houfe beza kaeroc’h eged hounnez ?

Goude merzerenti ar pab sant Klet, Klemant a oue choazet evit delc’her he blas, evel ann dina euz a eur garg ken huel. Neuze e poaniaz muioc’h eget biskoaz da gelenn ann dud fidel, a bell hag a dost, ha da skleraat sperejou ar baianed. Kristenien Korinth n’en em glevent ket, eunn tachad a ioa ; diou gostezenn a ioa enn ho zouez ; mes ar pab nevez a lakeaz adarre ar peoc’h entrezho dre he furnez hag he zousder.

Lakaat a eure ive meur a baian euz a Rom da zilezel servich ann idolou ; mes evit ann dra-ze e oue diskuillet d’ann impalaer Trajan, hag ann impalaer-ma a reaz he gas kuit euz ar vro. Kaset e oue d’ar C’hersonez enn tu all da Gonstantinopl ha d’ar mor a hanver hirio ar Mor Du. Hogen, eno e kavaz daou vil gristen hag a ioa bet koundaonet da labourat er mengleuziou mein marbr.

Ar gristenien geiz-se a ioa truezuz meurbed ho doare. Goulskoude ar pez a rea muia diezamant d'ezho oa abalamour ma renkent mont da gerc’hat dour da eva varnhed diou leo dioc’h ar vengleuz, ha dougen ann dour-ze var ho diouskoaz.

Klemant a oue tenereat he galoun o klevet kement all, ha setu hen ha lavaret d’ar gristenien : « — Pedomp evit ma raio Doue enn hor c’henver ar burzud a reaz